Download Festival Pariz 2016 – Sadorn

DSC00406_small

An Download Festival 2016 a zo ur gouel a vez aozet er Rouantelezh Unanet abaoe 2003. Ar bloaz-mañ hag evit ar wech kentañ eo bet aozet d’ar memes mare e Pariz ar festival gant ul lodenn eus arzourien ar stumm Saoz. Ur sizhun a-raok an Hellfest e c’hoarvez ha kavet e vez un toullad arzourien voutin.

Bet on d’ar Sadorn, un devezh lec’h ma oa Korn e penn ar skritell, met dreist-holl gant daou strollad Japanad: One OK Rock ha Babymetal. N’eo ket alies e c’haller gwelet ha selaou ouzh sonerien eus bro ar sav-heol er c’hwec’hkorn ha moarvat eo bet desachet arvesterien ouzhpenn evit an abeg-se en devezh-mañ.

Gant Apocalyptica em eus kroget an devezh. Gwelet em boa anezho en Hellfest e 2011 ha plijet e oan bet gant an arvest. Plijusoc’h eo ar sonadeg eget ar pladennoù ha dic’hortoz eo gwelet tri gaolbiolin war ul leurenn e-pad ur festival metal.
Abaoe ar sonadeg-mañ eo bet enrollet gant ar strollad ur bladenn nevez, Shadowmaker hec’h anv. Perzh dibar ar bladenn a zo ar c’haner, José Perez, a gemer perzh war lodenn vrasañ ar c’hanaouennoù, pa oa bevennet ar c’han da ganerien pedet betek hen.
Anat neuze e kemerfe perzh ar c’haner d’an droiad sonadegoù.

Tri gaolviolin hag ur soner taboulinoù hepken a zeuio war al leurenn evit kregiñ ganti koulskoude evit seniñ Reign Of Fear, unan eus tonioù hep kan ar bladenn ziwezhañ. Heuliet e vo gant Refuse/Resist, ton brudet ar strollad brazilian Sepultura. Un doare marteze da lâr diouzhtu d’an arvesterien n’eo ket kemmet Apocalyptica hag e chom tost ouzh e veskaj tonioù nevez hag adkemeradennoù tonioù metal.
Goude an digoradur-se e teuio Franky Perez war al leurenn. Ur c’haner amerikan bet labouret war meur a raktres disheñvel, Scars on Brodway (raktres gitarour System Of A Down), Slash, ha teir fladenn solo.

Kregiñ raio neuze ar c’haner gant an ton I’m Not Jesus, anavezet mat gant an arvesterien. Diskouez a ra eo gouest ar c’haner nevez da ganañ tonioù kozh ar strollad (pe ul lodenn anezho) a-raok kregiñ gant an tonioù nevez (House of Chains ha Shadowmaker).
Anzav a ran n’on ket sot gant ar c’haner-mañ. Amerikan-tre eo e zoare da ganañ, evel Metalcore. Framm an tonioù nevez a zo ivez bet tostaet diouzh ar pop/rock amerikan. Ur c’hemm trumm a-walc’h eo diouzh tonioù boaz Apocalyptica ha kavout a ran ne glot ket mouezh Franky gant son “glac’harus” ha galloudus ar gaolviolin. Koll ra er mod se ul lodenn eus ar pezh a lakae Apocalyptica da vezañ dibar. Gwir eo e ranke ar strollad klask elfennoù da nevesaat e son, a groge da vezañ un tamm randonus, met n’on ket kendrec’het gant an hent-mañ.

Goude tri zon ez aio kuit Franky eus al leurenn evit leuskel ar strollad da genderc’hel ha da echuiñ war tonioù anavezetoc’h evel Inquisition Symphony, Seek an Destroy (a vo kanet a-bouez penn gant an arvesterien) ha klozet gant Hall of the Mountain King, efedus-tre hag un doare nerzhus da echuiñ an abadenn.
Etre ar c’hanaouennoù en deus gallet Eicca diskleriañ e vo adembannet ar bladenn gentañ (Plays Metallica By Four Cellos) hag aozet un droiad sonadegoù gouestlet da adkemeradennoù Metallica. Ar single gant Battery a zo bet ermaeziet nevez ‘zo evit lidañ 20 bloaz ar strollad hag ar bladenn gentañ.

Ur framm prederiet mat a zo bet gant Apocalyptica evit kinnig e arvest. Kregiñ gant tonioù klasel evit dinec’hiñ an arvesterien, kinnig an tonioù nevez gant ar c’haner e-kreiz hag echuiñ gant traoù anavezet hag efedus. Un taol-kaer neuze evit klask plijout da holl arvesterien Apocalyptica, nevez pe kozh. N’ouzon ket m’o deus evel pal derc’hel ar c’haner evit an albomoù da zont. M’int laouen gant ar pezh a vez graet ganto, gwell a-se, met ‘n on ket gwall blijet gant ar pezh a zo degaset gant Franky ah n’eo ket sur e kendalc’hfen da heuliañ o labour ma tibabont kenderc’hel e doare Shadowmaker.



Skeudennoù gant Metalorgie.

Goude Apocalyptica eo tro da v/Mass Hysteria da seniñ war an eil leurenn. N’on ket sod gant sonerezh ar strollad ha profitet hon eus evit mont da bourmen er festival hag evañ ur banne sistr. Evel an Hellfest eo bet dibabet gant an Download ober gant ur gartenn Cashless evit aesaat ar paeamantoù. Mont ‘ra mat en-dro met displijet on gant ar c’hostez evezhiañ a zo gant ar reizhiad-se.

Goude Mass Hysteria ha Saxon war al leurenn vras eo tro One Ok Rock da bignat war an eil leurenn evit kinnig ur rock nerzhus a-walc’h kanet e Saozneg ha Japaneg. N’anavezen ket tamm ebet ar strollad (er c’hontrol d’ar c’h/geekezig a oa ganin). An nebeud em boa selaouet war Youtube en doa graet aon din hag e c’hortozen klevout pop rock met a-benn ar fin on bet souezhet mat. N’eo ket ur sonerezh a selaoufen alies met nerzhus a-walc’h (gant lodennoù growl zoken!) ha tremenet eo buan an eur sonadeg.

DSC00425_smallDSC00430_smallDSC00429_small

An abadenn a c’hortozen ar muiañ e oa hini Babymetal. Kroget evel un doare farsadenn en ur veskañ j-pop idol japanat ha metal feulz, emdroet eo gant an albom diwezhañ evit kinnig ur sonerezh metal da vat, ar restachoù nemetañ eus ar j-pop o vezañ un nebeud a sonerezh elektronek hag evel-just an teir c’hrennardez o tañsal ha kannañ war al leurenn.
Hogos un hanter-eur dale a oa gant ar strollad. Ur gudenn deknikel moarvat dre m’o doa kroget ar c’hami-band (sonerien ar strollad) da zont war al leurenn evit distreiñ er backstage da c’houde. Kroget oa an dud da grediñ e vefe bet nullet an abadenn, met goude 30 munutenn c’hoari etre an dud e karg eus ar c’hamera evit skrammoù bras al leurenn hag an arvesterien eo deuet en-dro ar strollad evit gwir ar wech-mañ.

Aozet mat eo Babymetal ha kregiñ ra an holl abadennoù gant an ton Babymetal Death, un doare da ginnig ar strollad (gant ur c’hoari ger etre “Desu” (“bezañ” e japaneg) ha “Death”). Goude an digoradur e tremen d’ar ganaouenn Gimme Chocolate, a zo an ton brudetañ moarvat, hag an hini en deus lakaet ar strollad d’ober milionoù a weloù war YouTube. Un ton un tamm droch met efedus hag a ginnig mat ar strollad evel ur meskaj j-pop ha metal. Da c’houde ez aio kuit ar merc’hed evit leuskel ar c’hami-band da seniñ un ton o-unan. Sonerien barrek-kenañ int ha degemeret mat-tre eo gant an arvesterien.
Gant Catch me if you can e vo dirollet ar pogo, met gant Megitsune e vo goulennet gant Sumetal ober ur circle-pit bras-tre, a vo heuliet gant an arvesterien (ha ganin 🙂 ). Brav-tre kavan an ton-mañ ha gwelloc’h c’hoazh e live, gant mouezh c’halloudus ar ganerez bennañ Sumetal. Ne oa ket dispar ar son ha diaes oa klevout mouezhioù ar c’hannerezed all, siwazh.
Ken dirollet all e vo an arvesterien gant an ton Karate hag ur wall of death a vo evit an ton diwezhañ, Road of Resistance.
Un doare brav da glozañ un abadenn re verr (un hanter-eur hepken). Plijus-tre ha dudius-kenañ e oa daoust da-se. Plijet e vefen o tistreiñ da welet ar strollad en ur gwir sal sonadeg, splann eo n’eo ket soñjet an abadenn evit bezañ gwelet en ur festival.

DSC00440_small

Ne oan ket dedennet gant abadennoù dibenn an devezh ha ne rin nemet debriñ chichi dirak Amon Amarth, a welin en-dro en Hellfest.

E-keñver ar festival dre vras hag an aozadur em eus kavet dereat-tre en ur c’houzout e oa ar wech kentañ. N’on ket plijet spontus gant kiz ar c’h/cashless met n’on ket bet chalet kement-se. A bep seurt boued a oa, nebeutoc’h a zibab evit ar bier met un davarn sistr hag unan gwin a oa evit ar re a oa displijet gant se. Ur metal market a veze kavet evit ar re a felle dezho prennañ dilhad pe traoù all.

Ar Bed Kloz – Brieg Guerveno

Brieg Guerveno a zo un arzour liesseurt bet embannet gantañ ur bladenn e 2011 anvet Noziou Deiou. Dont raio Xavier Soulabail ha Joachim Blanchet da seniñ gantañ e 2012 evit an EP “Bleunioù an Distruj”, a c’hounezo priz ar bladenn wellañ er “prizioù”. Gant ar memes sonerien e vo enrollet an albom “Ar bed kloz”, arc’hantet gant sikour 109 den o deus roet arc’hant dre al lec’hienn KissKissBankBank e-pad an diskar-amzer 2013. Rakprenet am eus an albom evel-se ha kinnig a ran deoc’h va ali.

Kregiñ a ra ar bladenn gant an ton Ar bed Kloz. Gitar tredan o kregiñ diouzhtu evit embann splann n’eo ket ur bladenn gwerzioù hengounel a zo bet prenet ganeoc’h. Rock, ha rock kalet a vo lakaet ac’hanoc’h da selaou. Kenderc’hel a ra en un doare sioul a-walc’h, gant ur gitar folk hag ur vouezh flour. Ne bado ket re bell avat hag ar gitar tredan a adkrogo evit reiñ energiezh d’an ton en-dro, heuliet gant ur c’han nerzhusoc’h evit an diskan.
Goude e teu an ton bet lakaet en-linenn a-raok ma vefe kaset an albom d’ar rakprenerien, Al Liver. Nerzhus a-walc’h eo, ha gant ur sell a-dreñv eo heverk mat eus spered hollek an albom : melodek, nerzhus ha gant un aergelc’h kreñv. N’eo ket un degouezh m’eo bet choazet ar roud-mañ evit broudañ ar bladenn, rak efedus-tre eo.
Ken nerzhus all ‘vo an ton Traoñ an hent, o kontañ istor laouen ha fentus un den o vervel en ur gwallzarvoud oto. Ur wech ouzhpenn eo labouret-kenañ an aergelc’h du ha tonket, hep na vefe re kennebeut. Dianket a gendalc’h gant un ton plijus ha galloudus.
Un ehanig a vo graet e-pad digoradur sioul Skornet. En EP “Bleunioù an Distruj” e veze kavet an ton, hag adenrollet eo bet evit ar bladenn. Disheñvel a-walc’h eo ar stumm-mañ, ar pezh a zo plijus-tre. Ouzhpennet eo bet violoñs ha gour-violoñs, e-touez traoù all, ar pezh en deus plijet din kalz hag a ouzhpenn donder d’ar sonerezh.
Da heul e vo kavet un ton hep komzoù, Divent. Ne vo nemet gerioù adkanet, gant un efed war ar c’han, ar pezh a lak anezhañ da vezañ ur benveg sonerezh penn-da-benn. Brav-tre eo an ton, plavus betek ar penn.
Den Ne Oar a zo ur ganaouenn klaseloc’h, nerzhus hag efedus. Unan eus tonioù plijusañ ar bladenn evidon, gant Al Liver. Moarvat e vo dedennusoc’h c’hoazh selaou ouzh an ton-se e-pad ur sonadeg !
Ar Spilhenn a zo un ton doare folk ha kalz siouloc’h ha peurrest an albom. Plijus-tre memestra ha leun a seder.
Bev out atav a gendalc’h gant ur sonerezh sioul ha gant ar c’han lakaet er renk kentañ, gant Uillean pipe er foñs. Adkregiñ a raio ar gitar tredan hag an taboulinoù goude ur mare, met en ur dec’hel sioulder ha sederded an ton kent, gant muioc’h a nerzh hag a galloud.
Klozet eo ar bladenn gant an ton Dor 911, un ton sioul a-walc’h adarre. Un doare brav kenañ da echuiñ gant ar bladenn, gant tri zon kendalc’hus en doare da sioulaat an traoù goude ur bladenn nerzhus.

Diaes eo rummañ pladenn Brieg Guerveno, ha ne gredan ket e vefe ezhomm a-benn ar fin. Prog Rock a vez implijet peurliesañ, moarvat evit islinennañ ar framm disheñvel eus an hini poz / diskan, kentoc’h evit soloioù hir evel reoù Dream Theatre. Ma klaskfen diskrivañ ar sonerezh e lârfen eo an aergelc’h a zo an elfenn pennañ. E pep ton hag a-hed ar bladenn eo savet ar framm evit kinnig temoù ha santadoù. Sed aze unan eus abegoù a lak sonerezh Brieg da soñjal e hini Anathema, e-touez strolladoù all. Ur bersonelezh splann a vez memestra er sonerezh (ha n’eo ket dleet d’ar yezh hepken evel-just) ha chom a ra kempoell gant oberennoù tremenet ar strollad, en ur ouzhpennañ un nerzh nevez.

Brav-tre eo ar golo hag al levrig, skeudennet gant Owen Poho, a zo penn-da-benn e spered ar sonerezh hag ar c’homzoù. Stil an tresadennoù hag implij skeudenn ar gwez a lak ac’hanon da soñjal e artwork pladennoù Gojira met moarvat eo peogwir on un tamm monomaniak.

Gallout a rafen pismigañ war mank empleg e komzoù kanaouennoù ‘zo met ne vefe ket gwall reizh pa ne ran ket gant komzoù e Saozneg (hag e ouian mat n’eo ket super soutil komzoù Iron Maiden da skouer…) ha moarvat eo dleet d’ar fed ma komprenan ar c’homzoù war-eeun, ha n’on ket boaz da se er sonerezh rock.
Klozañ a rin neuze en ul lavar eo dreist pladenn Brieg Guerveno, hag e vefe domaj tremen e-biou ma plij deoc’h ar rock, kalet pe get, ha pa gomzfec’h brezhoneg, alamaneg pe japaneg, yezh ar rock hag ar metal a zo ordin bet dreist d’ar gerioù hag ar broioù evit lakaat ar pennoù da hejañ e pep lec’h er bed. Ha me lar deoc’h e hejo kalzig ho penn en ur selaou ouzh pladenn nevez ar sonerien youlek-mañ. Ne chom nemet da c’hortoz evit gwelet penaos e vo eztaolet an tonioù nevez-se war ul leurenn, met fiziañs am eus, ha mal warnon hejañ va blev ouzh Al Liver pe ouzh Dianket en un davarn bennak.

Infestissumam – Ghost

Ghost a zo ur strollad metal a vro Sveden krouet e 2008.

Anavezout a raen ar strollad dre an anv nemetken (tremenet en Hellfest 2011 & 2013) ha ne seblante ket dedennus din dre ma oa ur skeudenn Black Metal satanek ganto ha n’on ket dedennet-tre gant an doare sonerezh-se… Anavezet eo evit kaout ur c’hoari leurenn pinvidik, gant ar sonerien (anvet «nameless ghouls») hag ar c’haner treuzwisket e pab diaoulek (Papa Emeritus) oc’h aozañ un doare oferenn zu. Ar c’homzoù a zo a awen satanek ivez, pe enep-kristen, gant ur bern daveoù d’ar relijion.
Kompren a rit aes perak em boa soñjet e oa ur strollad Black Metal, neuze.

Ha koulskoude…

Trugarekaat a ran an dud o deus lâret din e oa ret din selaou ouzh an albom-se rak n’em befe moarvat morse graet e mod-all.
Sonerezh Ghost a zo kontrol mik ar skeudenn a glaskont reiñ, hag ar c’hontrast-se a kemer perzh e dreistegezh ar sonerezh.
Evit ober berr eo Ghost ur strollad Beatles Metal : ar sonerezh a zo skañv, catchy, melodek hag a chom er penn an devezh-pad. En albom-mañ dreist-holl e implijont alies binviji laz-seniñ hag ul laz-kanañ, ar pezh a lak anezho e rummad ar metal simfonek ivez. Tostoc’h d’ar rock eo a-wechoù zoken.

Kregiñ a ra ar bladenn gant ur c’han mod kristen e latin, a boz an aergelc’h «iliz». Kregiñ a ra buan-tre ar binviji metal memestra hag ur solo gitar brav-eston gant ograou hag al laz-kanañ o kenderc’hel a-drek. Un digoradur efedus-tre a lak an aked da ziwan e penn ar selaouer.
An ton kentañ, Per Aspera Ad Inferi a ginnig diouzhtu un ton skañv ha melodek, gant un diskan berr hag aes da zec’hel soñj, gant un tem simfonek-tre. Implij al latin hag an ograou a lak da soñjal er relijion kristen diouzhtu.
Secular Haze a zo un tamm muioc’h jazzy hag un diskan siouloc’h. Lakaat a ra ar sonerezh da soñjal en un doare vals diaoulek.
Jigolo Har Megido a zo melodek-tre (doare pop) ha ritmek-kenañ. Ur gwir blijadur hag unan eus tonioù plijusañ ar bladenn.
Guleh/Zombie Queen a grog gant un intro sioul ha di-metal a-raok kregiñ gant ul lodenn muioc’h rock hag un diskan brav-kenañ.
Year Zero a grog gant ul laz-kanañ o tiskleriañ anvioù an diaoul (Behemoth, Satanas, h.a.) ha kregiñ a ra sioulik gant ar c’haner a ziskouez aze un doare kan disheñvel heverk eus e varregezh, siouloc’h ha kevrinusoc’h. An diskan a zo mat-kenañ ur wech ouzhpenn.
Body and Blood a zo un ton efedus oc’h ober al liamm etre div ganaouenn dispar. Tremen a ra un tamm dre guzh abalamour da-se met plijus-mat eo memestra.
Idolatrine a zo unan eus va zonioù karetañ en albom-mañ. An diskan eo a chom ar muiañ em fenn gant Monstrance Clock ha heverk-tre eus an difoc’h a zo etre ar c’homzoù spouronus hag ar sonerezh pop laouen.
Depth of Satan’s Eye, evel Body and Blood a zo un tamm kuzhet gant an tonioù a-raok ha goude. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal en ton “Gangland” e The Number of the Beast a oa er memes plas hag a vez disoñjet aes. N’eo ket displijus an ton kennebeut hag e plas en deus en albom penn-da-benn.
Montrance Clock a zo d’am meno an ending gwellañ am eus bet tro da selaou. Pep doare sonerezh mesket. Leun a santadoù eo, melodek ha simfonek tre, gant pozioù aes da gompren a chom er penn («Come togetheeeer») a echu gant al laz-kanañ hag an ograou sinthe hepken en un doare fromus-kenañ.

Al levrig a zo dedennus ha savet mat, gant un dresadenn o klotañ gant pep kanaouenn. Ur stil engrav azginivelezh a zo gant an tresadennoù, o tiskouez traoù spontus kontet er c’homzoù, gant ur bern spisadennoù. Plijus-tre e gwelet an aked a zo bet lakaet evit diskouez aergelc’h skrijus ar strollad.

A-benn ar fin eo bet Infestissumam souezhadenn wellañ ar bloavezh evit ar mare, ha chom a raio sur a-walc’h e-pad pell. Pep kanaouenn en deus un identelezh heverk hag an diskan a chom e-barzh ar penn (pad pell. M’eus ket soñj bezañ bet ar santimant-se abaoe ma ‘m eus selaouet ouzh The Number Of The Beast gant Iron Maiden. Ur strollad souezhus ha dedennus, aes da selaou, a ro c’hoant da rannañ d’ar muiañ a dud posupl evit ma teufe da vezañ anavezet muioc’h.
Ret vo evezhiañ gant aked ar pezh a vo graet gant ar strollad en dazont, rak war a-seblant ez eus ur bern raktresoù ganto, ul lodenn vat liammet gant o c’hoari leurenn, a zo dija dispar (sellit ar pennad war an Hellfest).

Diwallit memestra ma prennit an albom, war lec’hiennoù ‘zo n’eo kinniget ar stumm “boaz” hepken ha n’eo nemet un tamm kartoñs hep levrig. Ar stumm “Deluxe” ne goust ket keroc’h (hervez al lec’hienn ma prennit anezhañ)hag a zo ur cd boutin, gant al levrig ha div ganaouenn ouzhpenn (unan anezho o vezan un adkemeradenn eus ABBA !)

Hellfest 2013 – Disul

Ar skeudennoù lakaet aze a zo bet kemeret gant metalorgie.

Disul diwezhañ on bet er fest Metal anavezetañ e Breizh hag e Bro-C’hall : an Hellfest. Bet on d’ar Sul hepken evit abegoù liesseurt, met kinnig a ran deoc’h ur rentañ-kont eus ar sonadegoù bet gwelet ganin, gant un nebeud evezhiadennoù war an aergelc’h hag ar fest dre-vras.

Degouezhet on dre an tren e ti-gar Klison (o loc’hañ, eus Naoned, berr-tre ar veaj) da 10e, un toullad tud o doa bet ar memes mennozh ha me war a-seblant. Tro-dro d’an ti-gar hag er bourc’h e veze gwelet ivez muioc’h a dicheurtoù du eget ha tud-kozh o vont d’ar marc’had. Se ‘ni eo an Hellfest ivez : mont en ur bed all e-pad un dibenn-sizhun, lec’h ma vez an holl gant un neuz «metal», souezhus met plijus ‘m eus kavet ar wech kentañ, hag ar santimant dibar-se ‘m eus adkavet ar bloaz-mañ adarre.
N’eus ket re cheñchet aozadur al lec’h abaoe an dilojadenn ar bloaz paseet, strollet eo bet ar standoù boued, ar pezh n’eo ket falloc’h, ha diblaset un nebeud traoù evel al lec’h evit kargañ an hezoug a zo bremañ er fest ha n’eo ket mui er c’hamping. Cheñchamantoù ‘zo bet evit ar privezioù ivez met n’eo ket gwall zedennus ^^

Krisiun

Kentañ sonadeg an devezh evidon. Gwelet em boa Krisiun er Motocultor dija ha plijet en doa din. Aze e tremene didan an Altar, tro kreisteiz, e-pad un hanter eur. Brutal Death Metal ar strollad a zo un doare plijus ha nerzhus da gregiñ an devezh hag ar sonerien a seblante ivez kaout plijadur bezañ aze, daoust dezho kavout, evel an arvesterien, e oa re verr an amzer tremenet da seniñ… Amzer o deus bet ober un nebeud tonioù hag an arvesterien a seblante dihunet mat dija oc’h ober pogoioù ha circle pits.

My sleeping Karma

Kuzuliet eo bet ar strollad gant ar vignoned a oa ganin, n’anavezen ket tamm ebet ha souezhet eus an tu mat on bet. Dindan ar Valley e oa, al leurenn gouestlet d’an doom ha d’ar stoner. My Sleeping Karma a son just a-walc’h un doare stoner atmosferek, hep kan. Plijus-mat ‘m eus kavet hag un dizoloadenn a-feson eo bet ! Ur vignonez a anaveze mat ar strollad he deus kavet dreist, neuze war a seblant e oa plijus evit an holl rummadoù arvesterien !

***

Bet on o pourmen er fest goude-se, Le Bal des Enragés a oa o seniñ war ar Warzone (ha n’eo ket mui dindan un deltenn ar bloaz-mañ) met n’on ket sot gant punk ha bet on o selaou da v/Mustasch un tamm, a ra un doare heavy metal nerzhus. Plijus met n’on ket chomet da selaou e-pad pell. Graveyard, dindan ar Valley, a rae Hard Rock klasel. Un tamm re glasel, zoken… N’on ket bet plijet ha distroet d’ar c’hamping evit evañ ur banne…

Gojira


O welet an niver a dud dirak al leurenn e oa Gojira unan eus ar sonadegoù gortozet ar muiañ gant ar festivalerien. Strollad euskarat anavezetañ Bro-C’hall o c’hoari e Klisson, gallet en defe bezañ e plas Volbeat e penn ar skritell ha ne vefe ket bet souezhus.
Krog eo ar sonadeg en un doare nerzhus-tre, gant ur pogo bras a-walc’h oc’h en em stummañ diouzhtu er renkoù kentañ. Domaj eo ne oa ket dreist ar son… Ar strollad en deus sonet o tonioù, ken nerzhus ha galloudus eget boaz, gant ehanigoù evit komz d’an arvesterien. Goulennoù iskis ‘zo bet savet gant Joseph («Piv ‘zo eus estrenvro ?» pe «Piv n’eus ur pass 3 devezh ?») met alies e ra se, fentus ‘m eus kavet. Ar mareoù wellañ o vezañ p’o deus eskemmet benveg ar vreudeur Duplantier (Joseph, ar c’haner gitarour ha Mario, an tabouliner). Fentus-tre oa gwelet Mario o kanañ hag o c’hoari gitar ha Joseph a-dreñv an taboulinoù. Ne oa ket fall tamm ebet, ouzhpenn ! Ar mare all a oa p’en deus goulennet Joseph ur «murrr de la morrrt» (ya, troet en deus «Wall of Death» !). Divent spontus e oa, betek ar sono. Brasañ wall of death ar fest (‘vel just ‘m eus kemeret perzh !). Videoioù ‘zo tu kavout war internet, setu unan a ziskouez mat ampled an dra

Down

Nullet eo bet sonadeg Clutch abalamour da aferioù familh evit un ezel. E plas eo bet lakaet Down da seniñ adkemeradennoù, reoù Pantera en o zouez evel-just, gant Phil Anselmo.
Moarvat e oa plijus-tre evit an dud a anaveze mat an tonioù adkemeret met evit ar re all eveldon n’anavez ket mat Pantera, ‘n on ket bet kendrec’het. E gwirionez vefe be gwelloc’h din gwelet Clutch, a zo bet meneget gant Phil memestra evit reiñ enor dezho.

Lordi

N’anavezen Lordi evit ar ganaouenn Hard Rock Hallelujah hepken, evel ur bern tud d’am soñj. Souezhet war an tu mat on bet gant sonerezh disco metal ar strollad, hag ur show kitsch meurbet gant gwiskamantoù kaoutchoug hag ur vouc’hal plastek gant gouloù lugernus. An top of the kitsch o vezañ an doare tan-arvest o vont kuit eus ar vouc’hal hag ar gitaroù. D’ur mare ivez eo deuet tuferezed-tan gwisket (met ket kalz) gant dilhad lêr. Dudius-tre ha plijus oa ar show met eüruzamant oan deuet gant dale rak e-pad un eur ha kard vefe bet re, moarvat. Deuet on a-benn d’en em silañ e-touez ar renkoù kreiz hag aze oa entanet-mat an dud hag an aergelc’h oa plijus-tre. Da vare Hard Rock Haleluyah oa sot da vat an dud ha goude o deus graet un nebeud kanaouennoù all, en o zouez unan droch-spontus met efedus anvet «Fuck you asshole»…

Ghost

Eskemmet eo bet sonadeg Ghost gant hini Danzig, ar pezh a rae e cheñche ar strollad eus ar Valley da 11eur noz d’ar Mainstage2 da 1eur mintin. Kentoc’h mat evit Ghost d’am soñj en ur welet ar morad a dud a oa o c’hortoz ar strollad. Ghost a zo ur strollad Svedad a zo deuet da vezañ anavezet buan a-walc’h hag a oa e-touez ar strolladoù am boa c’hoant gwelet groñs. Ur gronikenn a rin eus o albom diwezhañ, «Infestissumam».
Kroget en deus ar sonadeg gant an Nameless ghouls o c’hoari, ha goude ur pennad eo deuet Papa Emeritus II dindan youc’hadennoù an arvesterien. E vouezh hag e jestroù hipnotek, asambles gant tonioù melodek ar strollad en deus lakaet an arvesterien en un doare trañs, o kanañ a-bouez-penn pozioù ar c’hanaouennoù, ha diskanoù ken heverk eus ar strollad.
Ur gudenn deknikel a zo bet pa ne oa nemet an Nameless Ghouls war al leurenn ha ne veze ket klevet ar binviji ken (war-bouez ar batri, met ket dre ar mikro, koa). Lakaet o deus ur pennadig a-raok merzout (an «distro» o doa c’hoazh moarvat) hag adlakaet eo bet goude-se. Papa o lârout «ah, miracles of technology !» goude an ton.
Dre ma n’eus nemet daou albom bet embannet gant ar strollad, ha dre m’eo aes da gaout soñj eus ar c’hanaouennoù e oa anavezet gant an holl (er renkoù kentañ lec’h ma oan, d’an nebeutañ… War-bouez evit ar svediz displijus ne raent nemet komz ha kemer skeudennoù en va gichen marteze…) hag an aergelc’h a oa dibar !
Un adgalv a zo bet graet a-raok Zombie Queen ha Monstrance Clock evit echuiñ (evel-just ! Kanaouenn klozañ gwellañ ar bed, gant an arvesterien o kanan a bouez penn «come together, together as one…»).

Setu echuet an nozvezh en doare gwellañ ma c’halle echu. Sonadeg an devezh e oa evidon, heuliet gant hini Gojira. Poent dilezel park Klison… A-benn ar bloaz a zeu, marteze !

Mystic Places of Dawn – Septicflesh

Septicflesh (pe Septic Flesh, n’ouzon ket re…) a zo ur strollad death metal simfonek o tont eus Gres. Dispartiet eo bet ar strollad goude o c’hwec’hvet albom, hag e 2007 eo bet adstummet evit sevel Communion, en deus lakaet anezho da vezañ anavezet muioc’h e bed ar metal simfonek. Dre an albom-mañ em eus me dizoloet anezho.

An albom The Great Mass (an hini ziwezhañ) a gavan a zo an albom gwellañ, hag un albom pouezus er metal simfonek. Ar blijadur em eus bet da welet anezho o seniñ teir gwech : en Hellfest 2011 (an hini gwellañ), e kentañ lodenn Amon Amarth e Roazhon (aze oa null, c’hwitet ‘m eus ar penn-gentañ abalamour m’eo bet digoret an norioù re ziwezhat…) hag er Motocultor 2012 (aze oa ket fall kennebeut).

Abaoe o deus adembannet o albom kentañ, Mystic Places of Dawn, gant un artwork nevez. En adembannadur e vez kavet ivez o EP kentañ, Temple of the Lost Race, met ne skrivin ket diwar-benn anezhañ er gronikenn-se.

mystic-places-of-dawn-4f24cd75caa59
Kentañ embannadur ar bladenn e 1994

sepcov
Eil embannadur e 2013

Kregiñ a ra an albom en un doare trumm, hep intro, ar pezh a gavan un tamm iskis evit ur sonerezh gant un aergelc’h ken kreñv… N’eo ket re zirenkus kennebeut. Anavezet e vez ar strollad diouzhtu memestra, ar pezh a dalvez o doa dija ar son ispisial-se abaoe ar penn-kentañ, ar pezh a zo plijus gouzout. An ton kentañ, Mystic Places Of Dawn, neuze, a zo plijus-tre, gant lodennoù atmosferel meret mat.
Pale Beauty of the Past avat a ginnig un digoradur plijus a-walc’h, gant un ton kenkoulz. Return To Carthage a ginnig un ton gant lodennoù nerzhus-tre a mareadoù sioul, heuliet gant Crescent Moon a zo un ton gorrekoc’h met ken nerzhus all, gant un aergelc’h kevrinus… Chasing the Chimera a grog gant ur son gitar heverk a-walc’h eus ar strollad a vez adkavet c’hoazh er pladennoù nevez.
Kenderc’hel a ra ar bladenn gant The Underwater Garden un ton klasel a-walc’h met efedus, o veskañ lodennoù nerzhus ha reoù all atmosfereloc’h gant sonioù binviji all.
Behind The Iron Mask avat a zo metal penn-da-benn adalek ar penn-kentañ, un ton galloudus ha plijus-tre !
(Morpheus) The Dreamlord a ginnig un digoradur brav-tre (gwellañ an albom d’am meno) gant un ton simfonek a-walc’h.

Mythos a gloz an albom gant un ton simfonek hepken, met daoust din bezañ plijet gant ar sonerezh a seurt-se on bet kalzig displijet gant ar c’hostez “cheap”-tre. Ar si-mañ a vez kavet en albom a-bezh. An holl sonioù binviji simfonek a zo graet dre urzhiataer (sonioù MIDI, koa) ha merzet e vez mat-tre. Epsleget eo gant ar fed m’eo o albom kentañ, hag eo deuet er-maez e 1994, met direnkus e chom atav klevout sonioù a ouier mat int faos… Sur a-walc’h e teu ivez eus ar fed ma klaskan keñveriañ gant an albomoù all a anavezan eus outo, The Great Mass en o zouez, a ginnige ur gwir laz-seniñ. En albom Sumerian Demons avat n’eus laz-seniñ ebet, hag ar c’hostez simfonek a zo graet gant ul laz-kanañ hepken kazi, hag an disoc’h a zo mat-kenañ.

Setu, un albom dedennus dre ma ziskouez penn-kentañ ur strollad plijus-tre, met en deus kozhet un tamm d’am meno. Un dra vat eo e vefe bet adembannet gant ar strollad dre ma ‘z eo diaes kavout ar stumm orin bremañ d’am soñj… (n’on ket fan eus tresadennoù Seth Siro Anton avat, met se ‘zo dister !)

Brütal Legend

Ar pennad-mañ a zo bet savet evit kemer perzh er c’henstrivadeg aozet gant ar blog Soubenn ar Geek. N’eo ket ur pennad diwar-benn ur bladenn, anat deoc’h, met n’eo ket ar sujed estren d’ar blog-se kennebeut dre m’eo liammet-tre ar c’hoari gant bed ar metal.

Brütal Legend a zo ur c’hoari diorroet gant Double Fine hag embannet gant Electronic Arts. Ar studio a oa anavezet dreist-holl evit c’hoarioù evel Psychonauts, Costume Quest pe Stacking, hag embannet o deus The Cave nevez ‘zo.

Ur c’hoari METAL

Anavezet eo ivez ar c’hoari evit bezañ bet krouet gant Tim Schaffer, en deus savet meur a c’hoari pa oa o labourat e LucasArt, Full Throttle en o zouez, ur c’hoari «biker» war ton hard-rock ha marc’h-tan.
Ha just a-walc’h, adkavet e vo tamm-pe-damm ar memes aergelc’h «rock» (met kalz «metaloc’h») e Brütal Legend. Sklaer eo adalek ar skeudennoù (hag ar sonioù) kentañ : Brütal Legend a zo ur c’hoari graet evit selaouerien metal, ar re az a da festivalioù gant o ranjo’, a selaou ouzh Slayer en oto hag o deus un dastumadeg vras a t-shirtoù strolladoù anavezet gant den ebet.
Ur bern guests a zo er c’hoari, evit ar mouezhioù kement hag evit an neuz. Jack Black a eilmouezh an haroz, hag adkavet e vo ivez mouezh ha neuz Lemmy (Mötorhead) pe Ozzy Osbourne, mouezhiet gant an dud gwir, evel-just !

Ar c’hoari a zo bet e-pad pell war XBox 360 ha PS3 nemetken met aet er-maez nevez ‘zo war Steam (war Windows hepken, met en ur anavezout Double Fine e vo marteze lakaet war GNU/Linux ha Mac ivez (Psychonauts ha The Cave a zo lies-savenn bremañ)).

…met ur gameplay dizingal

Ar meuz pennañ a zo dic’hortoz ha plijus-tre, ne spoilin ket, deoc’h da gaout ar souezhadenn met dija aze em boa soñjet «waaaaaa». Gwellañ digoradur ever, d’am meno.
Evit diverrañ an istor : c’hoari a rit perzh Eddie Riggs, ur roadie a zo kaset dre un darvoud iskis davet ur bed faltaziek awenet gant hollved ar metal. Kavout a raio buan ur vouc’hal hag ur gitar tredan gant galloudoù souezhus. Eno e kejo gant Ophelia, Lita ha Lars, un doare viking Manowar badass a glask enebiñ ouzh un droukspered a lak da sklav mab-den.

Evit ar pezh a-denn ouzh ar gameplay eo ur meskaj a kalzig a draoù :

Ul lodenn beat them all a zo pouezus a-walc’h, gant un niver dereat a combos, a vez graet gant ar vouc’hal pe ar gitar tredan, ha gant gwelladennoù da brenañ evit kreñvaat an dudenn. Klasel a-walc’h eo met efedus.

Ul lodenn all a zo ar c’hostez «redadeg», dre ma tremen lodennoù ‘zo en «Deusc», un doare buggie a c’heler kustomizañ. Tout-se a dremen en ur bed digor (setu perak ez eus ezhomm eus ur c’harr-tan, evit gellout beajiñ buanoc’h) gant un niver bras a-walc’h a gestoù a-gostez (side quests). Met aze e krog da vezañ un tamm falloc’h an traoù… Ar c’hestoù se, daoust da vezañ ur mennozh mat a zo randonus-tre, un nebeud patromoù disheñvel a zo, hag adlakaet int un tamm pep lec’h war ar gartenn. Ur wech e c’hall bezañ fentus (ha c’hoazh, unan anezho a zo “lazhañ ur strollad enebourien”, n’eo ket awenet-tre…) met goude ur pennad eo pounner a-walc’h ha dilezet e vez ar c’hestoù-se evit ober al lodenn pennañ, a zo dedennusoc’h, memestra.

Er kest pennañ neuze ez eus un trede ha diwezhañ doare gameplay : ar strategiezh. Emdroadur al lodennoù-se az a tamm ha tamm met er fin eo ur c’hrogad 1vs1, gant ul «leurenn» eus pep tu eus an dachenn, ha «fan geysers» dasparzhet, a servij evel mammennoù energiezh(“arc’hant” evit krouiñ unanennoù). An unanennoù a vez kaset da dagañ an enebour evel-se, hag an haroz a fiñv a-drugarez d’e divaskell (evit kaout ur sell hollek + mont buan) hag a c’hell kennerzhiñ e unanennoù pe kas mallozhioù d’ar strollad enebour.

Ar mod-se n’eo ket re fall met ar santimant a vez bezañ dirak un doare is-c’hoari strategiezh (e gwirionez, ar santimant-se a vez en 3 gameplay, un tamm…) hag ar strategiezhoù disheñvel n’int ket anat da gavout… (ha peurvuiañ eo trawalc’h c’hoari en un doare droch hep prederiañ, ar pezh a zo domaj…)

An diaester a zo meret mat a-walc’h, met berr eo ar c’hoari ma ne vez ket graet ar c’hestoù a-gostez (ha n’o deus ket kalz a interest, war-bouez un nebeud re…).
Ar sonerezh a zo dreist, evel ma c’helloc’h ijinañ. Savet eo 100% gant tonioù Metal, eus an Hard Rock d’ar black metal (al listenn glok a zo tu kavout aze). Ha me lâr deoc’h, flastrañ zombied pe pourmen en oto en ur selaou da v/Manowar, Accept pe c’hoazh Enslaved ha Dimmu Borgir a zo plijus-tre ! Ouzhpenn da se, daoust d’ar grafismoù bezañ un tamm kozh d’ur sav-poent teknikel eo brav a-walc’h memestra pa seller ouzh ar gweledva.­

Un dra blijus e-keñver an neuz a zo dic’hortoz un tamm eo ‘n eus kazi HUD ebet (an HUD a zo an titouroù a vez gwelet war ar skramm c’hoari). Evel-se e ra un tamm doare sinema ha n’eo ket displijus tamm ebet. Al live buhez a zo “Halo-like” (ruz e teu da vezañ ar skramm pa ‘z eo izel ar vuhez hag adkreskiñ a ra e-unan) ha tu zo sellet ouzh an titouroù dre ar meuzioù.

Evit klozañ…

Brütal Legend a zo ur c’hoari plijus dre e aergelc’h, e daveoù, e fent hag e istor, met gant ur gameplay a glask ober un tamm re hag a zo un tamm dipitus. N’eus ket harzhet ac’hanon ober tri c’hard ar c’hoari e kerzh un devezh koulskoude, ha plijus ‘m eus kavet memestra, met anat n’eo ket graet evidoc’h ma n’oc’h ket sod gant bed an heavy metal. Aliañ a ran ar c’hoari-se memestra, n’eo ket ker-tre (tu zo tapout anezhañ e-pad un distaol Steam d’ar washañ…) ha Double Fine a zo ur studio a ranker sikour ! (ur Brütal Legend 2 a vefe tu kaout ‘zoken !) Gwelloc’h eo memestra implij ur gamepad evit c’hoari. (azasaet eo evit al logodenn, hañ, met soñjet eo bet evit ar pad memestra…)

L’Enfant Sauvage – Gojira


Gojira a zo ur strollad gall a Death Metal. Savet eo gant ar vreudeur Duplantier (Joseph (pe Joe), kaner-gitarour ha Mario, tabouliner), Jean-Michel Labadie, soner gitar-boud ha Chrisitan Andreu, gitarour.

L’enfant Sauvage a zo pempvet albom studio Gojira. Heuliad The Way Of All Flesh eo.

Kregiñ a ra an albom gant Explosia, un ton galloudus, heverk eus ar strollad, a ziskler diouzhtu eo an albom-mañ kendalc’hidigezh ar reoù ziwezhañ. Lodennoù dousoc’h hag atmosfereloc’h a vez merzet en ton-mañ, a vo adkavet en albom a-bezh.
L’Enfant Sauvage a zo ar roud bet lakaet war Internet en a-raok gant ar strollad. Ur c’hlip brav a zo bet savet :

An ton a zo efedus-mat, unan eus ar re blijusañ en albom. Daoust d’un titl e galleg ez eo e saozneg ar c’homzoù (boazietoc’h eo Joe).
An tonioù da-heul, The Axe ha Liquid Fire a zo brav-tre (dreist-holl an eil, The Axe o vezañ klasek a-walc’h evit Gojira). The Wild Healer a ginnig ur maread taping evel ehanig, plijus-tre evel atav. An ton a zeu, Planned Obscolescence a zo unan eus an tonioù gwellañ er bladenn, gant ur sonerezh efedus o klotañ gant komzoù a vez komprenet aes e talvoudoù.
Mouth of Kala a gendalc’h war un ton melodek ha galloudus a-walc’h, heuliet gant The Gift of Guilt, ton gwellañ an albom d’am meno.
Pain is a Master a grog sioulik met a zo a-benn ar fin ur ganaouenn gant kalz a gounnar hag a energiezh, gant un implij brav eus sonioù heverk eus Gojira (diaes displegañ, ar re boaz gant ar strollad a gompreno d’am soñj…) evit echuiñ gant ul lodenn siouloc’h a glot gant an digoradur e taping Born in Winter, en deus ur blaz “From Mars” (e live ar c’han, dreist-holl). Galloudusoc’h eo an ton goude, gant an taping o kenderc’hel evit un efed brav.
Klozet eo an albom (ar stumm boutin, d’an nebeutañ (sellet izeloc’h)) gant an ton The Fall, en un doare “plavek” a-walc’h.
An albom-mañ a zo neuze ur paz nevez, ne glaskont ket mont en-dro davet o gwrizioù (evel m’eo ar c’hiz er mare-mañ) met kinnig a reont un emdroadur er sonerezh heverk eus emdroadur ar strollad. N’eo ket ken “feulz” ha The Link, ket ken bamus ha From Mars to Sirius, met diorroiñ a reont ar c’hostez atmosferel ha plavek sonerezh Gojira, en un doare melodekoc’h, a ziskouez c’hoantoù arzel ar sonerien.

Un notennig evit an tonioù ouzhpenn memestra : The Emptiness ha My Last Creation a zo tonioù efedus ha melodek, er memes doare ha tonioù all an albom.

Evit ar c’homzoù eo reoù boaz Gojira, soñjoù diwar-benn spered an den, an natur hag un ton diwar-benn an diamzeriñ programmet (Planned Obsolescence) a ziskouez ez eus atav un engouestl pouezus gant Gojira (nebeutoc’h a ekologiezh er pladenn-mañ, memestra…)

Un tamm fuloret on memestra dre ma ‘m eus rak-prenet an albom gant an t-shirt, met ne oa nemet ar stumm simpl a oa kaset, ha n’eo ket an digipack gant 2 ton ouzhpenn hag ur CD live. Hegasus eo un tamm, ‘m eus ket prenet ar stumm all c’hoazh, ha d’am soñj e rin peogwir eo plijus an tonioù (ha kaout daou stumm disheñvel eus ar memes pladenn a zo collector memestra !)

Honor Found in Decay – Neurosis

A-raok kaout ar bladenn-mañ, ne anavezen ar strollad Neurosis dre an anv nemetken. Ne selaouan ket alies da doom pe post metal (selaouet em eus un tamm da My Dying Bride ha Cult of Luna) met kuzuliet e oa bet gant ur c’hronikour a lâre e oa dreist an albom hag e oa mat evit dizoloiñ ar strollad.

Neurosis, neuze, a zo ur strollad o tont eus ar Stadoù-Unanet a ra sonerezh kentoc’h doare Doom Metal. Stummet eo gant daou ganer-gitarour, un tabouliner, ur soner gitar-boud hag ur soner touchennaoueg.

Kregiñ a ra dousig ar bladenn gant digoradur We All Rage in Gold , evit kenderc’hel war ul lusk gitar dousig a-walc’h hag ur vouezh raouliet a lak an aergelc’h raktal en ur bed ankenius. Ur vouezh dousoc’h a vez klevet e penn-kentañ At the Well, a laosko buan plas d’ar memes hirvoud, gant ur sonerezh goustad ha pounner, betek ar fin, gant ar frazenn “In a shadow world” a zo adlâret gant ar c’haner gant un efed hipnotek. Kenderc’hel a ra gant an ton My Heart For Delivrance, gitaroù boud ha samploù binviji all, gant ul lodenn vras hep kan. Bleeding the Pig a grog en un doare glac’harus a-walc’h gant ar c’haner o tiskouez holl nerzh e vouezh hag ar binviji all o kregin tamm-ha-tamm da seniñ. Ha kement-se a zo ret evit digeriñ an ton a zeu, Casting of the Ages, masterpiece an albom da vat. All is Found… In Time a gendalc’h gant ar memes aergelc’h hag echu a ra ar bladenn gant Raise the Dawn, un ton berroc’h evit klozañ an traoù en un doare brav ha fromus.

Brav eo ar voestig hag al levrig, kinklet gant poltredi post-apokaliptikel, gant ar c’homzoù mesket er foto e stumm ul lizher. Plijus gwelet ez eus bet ur striv anat evit kinnig un aergelc’h betek al levrig.

Honor Found in Decay a zo neuze un albom a alian d’ar re plijet gant an doare sonerezh, a teu a-benn da ginnig un aergelc’h ankenius ha melkonius betek ar fin.