Dielloù evit bloavezhioù 90

Can You Ever Forgive Me ?

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 29, 2023 by geekezig

Lee Israel a skriv buhezskridoù. Start eo dezhi paeañ he fakturennoù avat ha kalz kudennoù he deus, alies abalamour d’he emzalc’h. Un deiz bennak e teu ar soñj dezhi sevel lizhiri faos bet kaset gant skrivagnerien vrudet evit gwerzhañ anezho da dud a zastum anezho. Sikouret eo gant Jack, ur saoz cheuc’h a seblant dido.
Tamm-ha-tamm e savo douetañs e stalioù levrioù New York hag e teuio an FBI da glask war he lerc’h zoken…
Ur sapre istor a zo kontet er film-mañ, bamus a-walc’h! Diazezet eo war levr Lee Israel hec’h-unan. Chom a ra un tamm re “blad” ar film avat met vad a ra gwelout Melissa McCarthy en ur perzh all estreget “ar plac’h tev fentus”.

Film sevenet gant Marielle Heller. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e47.

Les hirondelles de Kaboul

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Even 13, 2022 by geekezig

hirondellesRomant Yasmina Khadra n’eo ket bet lennet ganin, ne anavezen ket istor Les hirondelles de Kaboul a-raok gwelet ar film. Heuliet e vez daou goublad e Kaboul e fin ar bloavezhioù 90 : Atiq, gward e toullbac’h ar merc’hed hag e wreg klañv, ha Mohsen ha Zunaira, erru skuizh gant reolennoù an talibaned hag a fellfe dezho bevañ en un doare dieub.
Brav eo bevaat ar film. Lodenn gentañ ar film am boa kavet dedennus a-walc’h met an eil lodenn am boa kavet un tamm hir ha poanius. Daoust hag e oa evel-se dija er romant pe ur gudenn a oa evit kontañ an istor e stumm ur film ? N’on ket bet kendrec’het gant ar film-mañ siwazh.

Film sevenet gant Zabou Breitman & Éléa Gobbé-Mévellec. Diwar romant Yasmina Khadra. Frañs, Suis, Luksembourg ha Monako, 2019, 1e21.

Captain Marvel

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 2, 2021 by geekezig

A-raok gwelet Avengers : Endgame e felle din gwelet Captain Marvel evit bezañ sur da gompren pep tra (pe ul lodenn d’an nebeutañ). E gwirionez ne oa ket ezhomm rak n’he deus ket Captain Marvel ur perzh divent e Avengers : Endgame.
Carol Danvers a zo blenierez kirri-nij evit an arme amerikan. Nick Fury a c’houlenno sikour diganti evit stourm ouzh ar bobl tre-oabl Kree. E-kerzh o c’henlabour e tizolo Carol piv eo e gwirionez.
Laouen on da vezañ sellet ouzh Captain Marvel peogwir am boa kavet dudius-tre ar film, daoust din bezañ kavet e oa anat tout an traoù a c’hoarveze en istor. An darempred etre Carol ha Nick Fury an hini a oa ar plijusañ d’am meno.

Film sevenet gant Anna Boden ha Ryan Fleck. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e04.

The Miseducation of Cameron Post

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 1, 2021 by geekezig

E 1993 e tremen ar film. Goude bezañ bet gwelet o pokañ ur plac’h e vez kaset Cameron gant he familh d’ur c’hamp relijiel evit “sikour ar grennarded” da vont e biou ar santadoù evit tud memes reizh.
Ne fell ket da gCameron mont, ne gompren ket petra ‘ra aze. A bep seurt poelladennoù, doare d’ober a vo gwelet.
Dedennus eo ar film, a-bouez diskouez ez eus bet hag ez eus c’hoazh eus seurt kampoù, sañset da “sikour” ar grennarded hag o familhoù. Div drederenn gentañ ar film a zo simpl hag efedus, komprenet ‘vez mat n’eo ket prest Cameron da zegemer doareoù ar c’hamp. An trede lodenn a zo trumm, re hir, evel ma na vefe ket bet posupl kavout ur c’hlozadur all met n’on ket bet kendrec’het. Domaj eo rak reiñ a ra ur blaz un tamm c’hwerv d’ur film a oa mat betek-hen.

Film sevenet gant Desiree Akhavan. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e30.

Plaire, aimer et courir vite

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gouere 26, 2021 by geekezig

plaireaimeretcourirviteDaoust hag eñ e felle din sellet ouzh Plaire, aimer et courir vite evit gwelet straedoù Roazhon war ar skramm ? Marteze ‘walc’h.
1993. Ur skrivagner parizian eo Jacques, klañv eo gant ar sida. Arthur a zo ur studier eus kreiz Breizh, studial a ra e Roazhon. E sal sinema an TNB e raio anaoudegezh an daou baotr.
Setu tout ar pezh a blij din hag en deus hegaset ac’hanon e memes frazenn. Romantel kenañ eo ar film ha koulskoude e seblant gwirion ha brav, n’eo ket re, met evit ar re o deus anavezet Roazhon er bloavezhioù 90 e oa poanius gwelet an TNB evel m’emañ hirie an deiz è_é (evit ar straedoù all mont ‘rae c’hoazh).
Farsal a ran evel-just rak n’eo ket grevus-tre. Hegaset on bet muioc’h gant hirder ar film. Brav eo koulskoude ha ral eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2018, 2e12.

Une pluie sans fin (暴雪将至 / Bàoxuě jiāng zhì)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gouere 13, 2021 by geekezig

unepluiesansfinUne pluie sans fin a seblante kaout kalz aozennoù evit plijout din : un enklask dindan ar glav, un tu istorel ha sokial en tu-hont d’an enklask.
Tremen a ra ar film e 1997, e Su Sina. Emañ Sina o cheñch, labouradegoù o serriñ, an dud oc’h hunvreal eus doareoù kapitalour Hong Kong. Teir flac’h a vez muntret nepell eus al labouradeg lec’h ma labour Yu Guowei. Dre ma ra war-dro ar surentez e soñj dezhañ e rank diskoulmañ an afer-se, dreist-holl ne seblant ket ar polis mont war-raok. Un ezel mat eo eus e labouradeg, priziet evel implijad a galite. Tamm-ha-tamm e teuio da vezañ sorc’hennet mik gant an enklask-se, betek lakaat en arvar an dud tro-dro dezhañ a seblantout koll e spered.
N’eo ket ur thriller klasel, ne vo ket diskoulmet afer ar muntroù. Trenk e vo an traoù evel ma seblant trenk emdroadur Sina evit un dudenn evel Yu Guowei.
Brav-tre eo ar skeudennoù, prantadoù efedus-kenañ a zo (ar redadeg el labouradeg!) met chomet on sabatuet un tamm gant ar fin, displegadenn null an enklask hag ar fin re zigor en ur stumm. Kompren a ran an tu arouezel met siwazh, e seblant din e krou-se ur film kamm e fin ar gont.

Film sevenet gant Dong Yue. Sina, 2017, 1e56.

Jumanji : Welcome to the Jungle

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 22, 2021 by geekezig

Pebezh mennozh iskis ober un eil film Jumanji kalz kalz bloavezhioù war-lerc’h (daoust hag un diouer a ijin a vefe e Hollywood?). Ar mennozh mat gant ar film-mañ a zo chom hep ober ur reboot nag un heuliad a vefe rik evel an hini kentañ. Ar wech-mañ eo Jumanji ur c’hoari video. Ur strollad liseidi e dalc’het asambles evel pinijenn a grog da c’hoari. Un doare d’ober goap un tamm ouzh ar c’hoarioù birvilh doare Uncharted/Tomb Raider eo ar film ha war memes tro un doare da enoriñ anezho. Elfennoù heverk eus ar c’hoarioù a vo lakaet war-wel : tudennoù nann-c’hoarier (PNJ) oc’h adlavar memes traoù bepred, hentoù rediet, buhezioù… Un dra klaseloc’h met efedus bepred a zo bezañ bet dibabet tudennoù disheñvel mik outo : ar sportour a vo bihan ha gwan met ur mailh war al loened, an “nerd” a vo kreñv spontus, ar plac’h koant a vo ur paotr tev a ra war-dro ar gartenn hag ar plac’h lentik a vo ur plac’h hoalus a oar n’em gannañ. Dre an tudennoù-se hag ar fed e vo ret dezho boaziañ d’an traoù nevez int gouest d’ober e vo posupl dezho digeriñ un tamm o speredoù ha kompren gwelloc’h ar re all. N’eus souezhadenn ebet er film met fentus-tre eo hag efedus. N’eo ket a live gant an Jumanji orin marteze met ur souezhadenn a-feson eo en un doare film birvilh skañv ha dudius. Kalz plijadur am eus bet o sellet ouzh ar film-mañ !

Film sevenet gant Jake Kasdan. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e59.

Joy

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gouere 4, 2018 by geekezig

Ur film diwar-benn ur plac’h he deus laosket he hunvreoù a gostez eo Joy. Bac’het eo en ur saviad start gant he zud o c’houlenn sikour, he gwaz-bet c’hoazh o chom en ti, he bugale… N’hall ket tapout pep lec’h. Pa oa bugel e plije dezhi ijinañ a bep seurt traoù ha keuz he deus eus penaos eo troet an traoù eviti. En desped d’an holl tro-dro dezhi ec’h ijino ur valaenn-torch a raio kalz berzh. Heuliet e vez hec’h “emgann” evit bezañ doujet gant he c’henlabourerien, ober bruderezh evit hec’h ijinadenn hag all. Ur film a ro startijenn eo, gwelout ur plac’h ken mennet a zo awenus met un tamm hir eo avat ha start eo bepred krediñ e Jennifer Lawrence evel mamm a diegezh, d’am meno.

Film sevenet gant David O. Russell. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 2e04.

Paul à Québec

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Kerzu 27, 2016 by geekezig

paul_quebecChañsoù bras a zo e tegemerfemp Michel Rabagliati el levraoueg e 2017.  Dav din prientiñ an dra-se neuze! Kuzuliet eo bet din Paul à Québec eus e rummad levrioù bannoù-treset “Paul”.
Simpl eo neuz an tresadennoù ha kregiñ a ra an istor en un doare simpl ivez pa geñver Paul an diforc’hioù etre kêr g/Kebek (ha tro-dro) ha peurrest Kebek (!), Montréal da skouer. Cheñch a ra ton an istor pa gouezh klañv bras tad-kaer Paul. Da gentañ e chom Rolland da vevañ gant e wreg met dont a ra da vezañ re start eviti ober war-dro pep tra. Kaset ‘vez neuze d’un ti diskuizh a-ratozh evit an dud o vervel. Ur chañs eo seurt lec’hioù, anat eo. N’ouzon ket ma vez kavet seurt traoù e broioù all zoken ?
Ma, ur wech Rolland en ti diskuizh-se e vo gwelet anezhañ o vezañ dichek ha taer a-raok degemer marteze emañ ar fin o tostaat ha profitañ eus ar prantadoù a chom. Brav ha gwirheñvel eo, leun a brederiadennoù a c’hall pep hini kaout diwar-benn ar marv hag ar c’hañv.
Fromet ha plijet on bet gant ma lennadenn. N’on ket sur kement-se da gaout c’hoant lenn istorioù all Paul avat!paulaquebecIstor ha tresadennoù gant Michel Rabagliati. Embannet gant la Pastèque, d’ar 25 a viz Meurzh 2010.

My Own Private Idaho

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 3, 2016 by geekezig

private_idahoMy Own Private Idaho a oa an eil film a felle din gwelet goude bezañ bet o welet diskouezadeg Gus Van Sant e miz Even (an hini kentañ a oa To Die For). Mike ha Scott a zo daou vignon o vevañ e Portland, ur vuhez e diavaez ar gevredigezh o deus, o vevañ e skwatoù, o kemer dramm ha gounit arc’hant en ur vezañ gisti. Poan ‘m eus bet o welet ster an istor er penn-kentañ, betek ma klaskfe Mike war-lerc’h e vamm hag e vefe splannoc’h pal Scott : bevañ en un doare mezhus evit e dad, maer Portland, ha diskouez pegent cheñchet eo ur wech tizhet 21 bloaz.
Lodennoù kreñv-tre a zo er film evidon (Mike ha Scott o komz er maez dirak an tan, kaozeadenn Mike gant e vreur bras ha pa ‘mañ Mike o c’hortoz dirak an ti e Italia) hag abalamour dezho eo n’hallan ket lârat on bet dipitet da vat gant ar film. N’on ket bet plijet bras kennebeut, diaes eo bet din mont-tre er bedig a ginnig Gus Van Sant deomp e film-mañ, daoust din kavout eo heverk eus an temoù ha tudennoù a blij dezhañ diskouez.

Film sevenet gant Gus Van Sant. Stadoù-Unanet Amerika, 1991, 1e41.