Dielloù evit kanañ

Ce sera moi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 22, 2024 by geekezig

Skye a zo 16 vloaz. Un Amerikanez a-orin korean eo. Plijout a ra ar c’hK-pop dezhi, kanañ ha dañsal. E Los Angeles emañ o chom hag un degouezh a-feson a zo : un abadenn eus Korea ar Su evit kavout “talantoù” nevez e diavaez ar vro a vo er Stadoù-Unanet. Sur eo he deus barregezhioù. Pezh a zo eo tev Skye. He mamm a zo kriz ganti ha bed ar skinwel a vo ivez.
Ur romant koant-kenañ eo Ce sera moi. Dezrevellet eo gant kalz a fent, gant elfennoù dispar evit ur gomedienn romantel. Estreget-se eo evel-just, peogwir e lak ar gaoz ivez war darempredoù etre mamm ha merc’h, skeudenn an dud tev, pouez ar gevredigezh, diforc’hioù sevenadur, ar rouedadoù sokial…
Mesket eo mat an holl elfennoù-se hag un dudi a galite uhel eo Ce sera moi. Ur blijadur e pep keñver !

Nos C(h)œurs évanescents 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gouere 24, 2023 by geekezig

Ar wech-mañ e vo heuliet muioc’h Betsuyaki. Mont a ra war-raok al labour evit laz-kanañ ar skolaj hag hini ar gêr met Betsuyaki ne oar ket mat penaos ren al laz-kanañ ha reiñ youl d’ar grennarded. An holl a lâr dezhañ goulenn sikour digant ar c’helenner. Santet e vez ivez pegen start eo da vBetsuyaki eskemm gant tud deuet.
Plijet en deus kalz din gwelout sell ar c’hrennard-se ha kavout a ran komprenus e santadoù. Ur manga brav bepred a ziskouez fromoù gwirheñvel.

Istor ha tresadennoù gant KAMATANI Yuhki. Embannet e galleg gant Akata, d’an 28 a viz Mae 2020.

Nos c(h)œurs évanescents 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Du 13, 2022 by geekezig

Aoi a zo o paouez diloj gant e vamm. 12 vloaz eo, ha kregiñ a raio gant ar skolaj a-benn nebeud. Ur paotr kizidik-kenañ eo, d’an trouzioù ha d’ar sonioù dreist-holl, a c’hall lakaat anezhañ da ouelañ pe da zislonkañ zoken.
Ur vouezh vrav a zo gantañ c’hoazh, ur vouezh uhel soprano. Pa glev laz-kanañ ar skolaj e fell dezhañ kemer perzh diouzhtu. Laouen eo an holl er c’hlub o tegemer ur paotr nevez ha reiñ a ra spi dezho tuta skolajidi all ha marteze kemer perzh e kenstrivadeg an NHK (chadenn skinwel vroadel). Izili zo a zo nec’het memestra rak kalz barrekoc’h eo Aoi eget ar re all… Hag ar gelennerez a ra war-dro al laz-kouevrennoù a seblant kaout c’hoant e yafe ar paotr davet opera ar gêr kentoc’h…
Brav-tre eo Nos c(h)œurs évanescents, tresadennoù dous a glot mat gant personelezh Aoi. Un toullad eil-tudennoù dedennus a zo ivez. Plijet on bet gant al levrenn-mañ ha hast ‘m eus lenn hiroc’h, dreist-holl gant tudenn ar soprano rusian a vez gwelet buan amañ…

Istor ha tresadennoù gant KAMATANI Yuhki. Embannet e galleg gant Akata, d’ar 27 a viz C’Hwevrer 2020.

The Greatest Showman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 20, 2022 by geekezig

Start eo bet bepred ar vuhez evit Phineas Barnum. Kollet en deus e dad abred ha ranket labourat ha bevañ er baourentez. Dimezet eo gant e garantez a viskoazh, Charity, merc’h un den pinvidik. Leun a hunvreoù eo PT Barnum ha sevel a ra ar c’hentañ arvest doare sirk er Stadoù-Unanet. Ul lec’h repu evit ur bern tud lakaet a gostez er gevredigezh, un arvest a lak an dud laouen met sorc’hennet eo PT gant bezañ gwelet mat gant lodennoù uhel ar gevredigezh, betek lakaat a gostez ar pep pouezusañ evitañ.
Ur film jentil eo The Greatest Showman, ur film dudius evit ar familh. Entanus eo ar c’hanaouennoù met faos a-walc’h e seblant pep tra (abalamour d’an implij betek re a efedoù ispisial). Dodennoù brav a zo met daoust da bep tra e chom re diwar c’horre, re brop pep tra.

Film sevenet gant Michael Gracey. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e45.

Miss Americana

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 27, 2022 by geekezig

missamericanaUr video eus Enjoy Phoenix a gomze diwar-benn al levezon fall en deus bet YouTube war he buhez an hini en doa lakaet da soñj din e oa Miss Americana e-touez ar filmoù a felle din sellet.
Un teulfilm diwar-benn Taylor Swift eo, a ziskouez kalzik a draoù evit kompren anezhi hag he dibaboù a feur ma tremene an amzer.
Souezhus e oa un tamm peogwir em boa selaouet eizhtez a-raok ouzh pladenn Kanye West, My Beautiful Dark Twisted Fantasy evit ar wech kentañ. Savet e oa bet an oberenn-mañ goude “istor”/reuz ar VMA a zo meneget evel-just en teulfilm. Kanye West a oa difoupet e-pad ur bloaz ha savet ar bladenn-se evit klask un doare da vezañ pardonet gant an dud.
Un toullad bloavezhioù goude e vo Taylor Swift a raio memestra gant istor/reuz kanaouenn Kanye West a veneg anezhi gant ar frazenn “I made that bitch famous”, an naer, tout se (re hir eo displegañ pep tra e gwirionez). Goude-se e tifoupas Taylor Swift e-pad ur bloaz, a-raok pladenn Reputation.
D’am meno, Kanye ha Taylor a zo o daou arzour donezonet hag a labour kalz, met n’o deus ket memes doare da vont en-dro. An heñvelderioù en o buhezioù a zo souezhus-kenañ (mamm Kanye a oa marvet nepell a-raok, mamm Taylor he deus bet ur c’hrign bev, an daou anezho o vezañ tost-tre eus o mamm).
Ma, siwazh eo start chom hep komz eus an “dramaoù”-se diwar-benn an eil pe egile.
Miss Americana a ziskouez neuze penaos eo kroget Taylor da son ha da ganañ abred-tre sonerezh country. Penaos he deus desket e oa arabat reiñ hec’h ali politikel (skouer an Dixie Chicks diwar-benn brezel Irak a zo roet er film), ne oa ket he rol, ar pezh a zo bet tamallet dezhi alies-kenañ (bezañ re davedek). Reiñ a ra tro da gompren pep tra. Ar gaozeadenn gant he skipailh, he zad zoken, a oa start da selaou, dre fellout dezho gwareziñ anezhi o deus mouget ha maget kaozioù. “Haters gonna hate.”
Plijus eo an teulfilm, gwelet e vez tammoù abadennoù skinwel, tammoù abadennoù live, prantadoù skrivañ kanaouennoù hag all. Taylor Swift a seblant, evel ur bern tud vrudet, bezañ nec’het bras gant ar fed pas bezañ karet ha levezonet bras gant ali an holl. Goude he frosez eo he deus bet c’hoant kregiñ da reiñ muioc’h hec’h ali ez politikel, pezh n’eus degaset brud fall dezhi evel-just met brud mat ivez hag un tamm sederidigezh war a seblant. Un teulfilm en deus plijet din neuze, met a vag ar c’heuz am eus e vefe bet nullet he zroiad e 2020 pa oan sañset da vont da welet anezhi e Belgia…

Teulfilm sevenet gant Lana Wilson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e25.

Rocketman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Here 24, 2021 by geekezig

rocketmanN’anavezan ket mat oberenn na buhez Elton John. Evidon e oa dreist-holl kaner kanaouennoù The Lion King (pa oan bugel) ha goude-se “Your Song” pa oan sot gant Moulin Rouge! er skolaj.
Rocketman a grog gant Elton oc’h erruout en un emvod evit tud drammet ha kregiñ a ra neuze da gontañ e vuhez.
Bugaleaj saoz en ur familh hep kalz karantez (estreget e vamm-gozh), kentelioù piano da c’houde ha tamm-ha-tamm son e strolladoù a-raok ober anaoudegezh gant Bernie Taupin a vo e wellañ mignon hag an den a skrivo komzoù e c’hanaouennoù (dija e soñje din e skrive ar c’homzoù eñ e-unan). Asambles e skrivfont sonerezh digredus ha divizout a raio Reggie dont da vezañ da vat Elton ha bezañ an dudenn “extra” a vez gwelet bepred. Ur wech kroget da werzhañ pladennoù ha d’ober abadennoù er bed a-bezh e krogo ivez e gudennoù gant an alkool hag an dramm.
Ur gomedienn kanet eo Rocketman pezh a c’hall bezañ souezhus un tamm met deuet eo mat. Bamet on alies gant istorioù tud varrek/donezonet hag aze e oan tapet da vat gant an darempred etre Elton ha Bernie, mignoniezh brav eston, don, ha kenlabour a grou oberennoù dibar. Evel-just e komz ivez ar film diwar-benn karantez Elton evit ar baotred.
Taron Egerton am boa kavet souezhus-kenañ er perzh, Jamie Bell am boa kavet dreistordinal (met n’on ket gwall objektivel). Fromet e oan bet meur a wech e-pad ar film ha tapet da vat gant red an darvoudoù. Ur film en doa plijet kalz din e gwirionez.

Film sevenet gant Dexter Fletcher. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e01.

Make Happy

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Here 16, 2021 by geekezig

N’anavezen ket Bo Burnham araok sellet ouzh Make Happy. Moarvat am boa klevet alioù a bep seurt diwar-benn an arvest-se peogwir n’on plac’h da sellet ouzh stand-up kement-se. Bo Burnham a grou kalz kanaouennoù en e arvest, a zo savet mat. Kanaouennoù a c’hoari war farsadennoù klasel stand-up evit treiñ an traoù hag ober goap outo. Fentus eo met treiñ a ra tamm-ha-tamm an traoù evit echuiñ en un doare trist-tre. Lakaat a ra Bo Burnham ar gaoz war e yec’hed bred en un doare dic’hortoz da vat. Ar ganaouenn “Cant’ Handle This” a zo digredus. Sabatuet on chomet.

Abadenn sevenet gant Bo Burnham ha Christopher Storer. Stadoù-Unanet Amerika, (skignet war Netflix abaoe an 3 a viz Even) 2016, 1e.

The Lego Movie 2 : The Second Part

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 24, 2021 by geekezig

The-LEGO-Movie-2-The-Second-Part-movie-stills-1-1024x429Aon am boa rak eil film The Lego Movie. Ar film kentañ a oa bet ur souezhadenn ken bras, ken brav, start oa ijinañ e vefe ken mat an eil.
Emmett hag e vignoned a vev en ur bed teñvaloc’h, startoc’h, peogwir eo Finn, ur c’hrennard awenet gant traoù “siriusoc’h” eo hag a zo o c’hoari. Un deiz ec’h erru boudoù da skrapañ ul lodenn eus an tudennoù evit un eured, er Systar System. Emmet a rank kuitaat e blanedenn da saveteiñ ar re all, gant sikour Rex, ur paotr gourel-tre, kalz muioc’h eget Emmet.
Ur wech ouzhpenn eo deuet a-benn skipailh The Lego Movie da lakaat temoù ar vuhez gwirion (ur c’hoar yaouankoc’h eget he breur a fell dezhi c’hoari gantañ daoust dezho kaout c’hoantoù disheñvel) da glotañ gant an istor. Ur bern souezhadennoù a oa er film, farsadennoù, kanaouennoù droch leun a startijenn (savet ul lodenn anezho gant Jon LaJoie!) ha kalz kalz from. Evel-just eo fromusoc’h c’hoazh pa n’em santer tost ouzh an tudennoù, me ivez zo bet ur c’hoar vihan a felle dezhi meskañ al lego “merc’hed” gant reoù he breur bras…
Everything’s not awesome. Marteze a-walc’h, met ar filmoù Lego a zo, bepred.
(Karantez e-leizh am eus evit ar roll-klozañ, ur ganaouenn evit lavar pegen a-bouez eo ar roll-klozañ :D)

Film sevenet gant Mike Mitchell. Stadoù-Unanet Amerika, Danemark hag Aostralia, 2019, 1e47.

Mary Poppins Returns

Posted in Filmoù with tags , , , , on Here 5, 2020 by geekezig

Mary Poppins Returns a zo heuliad Mary Poppins. Ur film klasel, unan eus ma filmoù karetañ, gwelet kant ha kant gwech.
Ne oan ket bet kalonek a-walc’h evit mont da welet Mary Poppins Returns e galleg er sinema, skramm bihan e vo neuze.
Jane ha Michael (bugale ar film Mary Poppins) a zo erru bras. Bevañ a ra Michael e memes ti ha gwechall gant e vugale. N’eo ket dispar stad kontoù ar familh abaoe marv e wreg avat, ur sizhun a zo gantañ evit paeañ e dle pe neuze e vo skarzhet ar familh kuit eus an ti-se.
D’ar mare-se eo a erru Mary Poppins en-dro d’ober war-dro ar vugale (forzh pe oad e vefent…).
N’eo ket fall mennozh diazez ar film, savet brav gant kanaouennoù dudius ha lañsus. Ur bern daveoù a zo d’ar film kentañ ha fromet on bet ur wech pe ziv gant se. Met hegaset ivez. Seblantout a ra ar film kaout c’hoant kochañ kazennoù evit klotañ rik gant ar film orin : ar ganaouenn da naetaat, ar ganaouenn un tamm foll (gant an traoù en tu gin), ar ganaouenn gant ur strollad micherourien o tañsal, ar mare gant film bevaat, hag all hag all. Adalek ur mare on kroget da gavout ez ae re bell ganti en doare da chom feal, laouen e vefen bet o welet un tamm ijin ha traoù nevez. Kompren a ran ar c’hoant da chom tost eus ar pezh a ra berzh ar film kentañ met d’ur mare zo en deus seblantet din bezañ ur remake kazi.
Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film met n’eo ket a live gant Mary Poppins, anat.

Film sevenet gant Rob Marshall. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e10.

Aggretsuko

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , on Genver 6, 2019 by geekezig

Aggretusko (aggro Retsuko) a zo un dudenn eus embregerezh maskotennoù Sanrio (Hello Kitty hag all). Anavezout a raen an dudenn dija rak tro am boa bet da welet war ar rouedad rannoù eus ar stirad bet savet evit ar chadenn TBS e 2016 gant rannoù berr-kenañ (ur vunutenn).
Memes tudenn ha memes istor a vez kavet er stirad skignet gant Netflix en un doare etrevroadel. Ar wech-mañ int rannoù 10 munut, ur stumm a glot mat-tre gant an istor me gav.
Retsuko a zo ur plac’h 25 vloaz, a labour e servij kontouriezh un embregerezh vras e Tokyo. Ur plac’h sioul ha sirius eo met diouzh noz, evit ezteurel ar gounnar he deus e keñver he renerien pe kenseurted, ez a da ganañ death metal en ur c’haraoke.
Aggretsuko a zo ur stirad diwar-benn bed al labour hag ar vuhez evit ur plac’h yaouank e bro Japan. Soñjal a ra kuitaat he labour evit dimeziñ met n’he deus karedig ebet. Ur bern tudennoù plijus a zo tro-dro dezhi (Fenneko, Haida, Gori ha Washimi) a sikour anezhi da welet pegen kamm e c’hall bezañ he doare da welet an traoù. Moutik ha fentus eo ar stirad ha koulskoude n’eus ket kalz a spi. Santet e vez n’a ket ar sistem en-dro met an diskoulmoù all n’int ket gwelloc’h…
Start an traoù neuze ha koulskoude eo dudius ar stirad!
Ur rann ispisial a zo bet evit Nedeleg a zo fentus ivez (a gomz kalz diwar-benn Instagram) en ur c’hortoz an eil bloavezh a vo da zont er maez e 2019. Hast ‘m eus!

Stirad skrivet ha sevenet gant Rarecho, diwar an dudenn krouet gant Yeti evit Sanrio. Japan. Skignet war Netflix abaoe an 20 a viz Ebrel 2018. 10 rann 10 munut (+ 1 rann ispisial 22 vunutenn abaoe an 20 a viz Kerzu 2018).