Passer au contenu

E brezhoneg - Penaos deskiñ krouiñ kanaouennoù ha barzhoniañ e yezh ar vro ?

Par

Sed aze ar pezh a vo klasket ober dre ur stummadur micherel e Douarnenez e fin miz Du. Deus ar Merc'her 24 d'ar Gwener 26. Nolwenn Korbell, Krismen ha Laurent Cavalier, un okitanat, a vo er skipailh stummañ. Goude bezañ bet daleet div wech e vo dalc'het hag e chom plas c'hoazh.

Nolwenn Korbell a gemero perzh er stummadur. Nolwenn Korbell a gemero perzh er stummadur.
Nolwenn Korbell a gemero perzh er stummadur. © Maxppp - MAXIME LETERTRE

Abaoe pell e vez komzet eus ar mennozh-mañ gant tud Emglev bro Douarnenez, e penn-kentañ ar raktres. Anaelle Le Pann a labour eno : "Ar santimant hon eus da brogrammiñ abadennoù, festoù-noz, konsertoù ... Ha diouzh an tu all hon eus c'hoant da vont pelloc'h evit se. Evit souten, ha marteze sikour, kanerien. Da laret eo hon eus komzet kalz gant arzourien hag a lare o deus ur c'hoant krouiñ, sevel kanaouennoù nevez. Met a-wechoù e vez diaes dezho en ober."

Nolwenn Korbell ha Krismenn

Setu penaos eo ganet ar soñj sevel ur stummadur micherel evit klask sikour anezho da grouiñ, kalzig a dud yaouank en o zouez met tud kosoc'h ivez. Lod a zo arzourien dija, kanerien pe konterien. Bez ez eus kelennerien ivez. Poent eo lakaat ho anv ma'z oc'h dedennet d'en ober. Ha sikourioù arc'hant a zo da gaout evit ar re a-vicher, dre an Afdas da skouer.

Skipailh Emglev bro Douarnenez en deus soñjet buan a-walc'h e Nolwenn Korbell ha Krismenn evit stummañ ar re dedennet. "Evideomp e oa anat kregiñ ganto. Ur bern traoù o deus da rannañ. Mont a reomp da selaou anezho. Koulskoude seurt stummadur n'hon eus ket gwelet evit poent."

"Un dra ken personel ..." 

An daou arzour a zo boaz da grouiñ e brezhoneg evel-just, met n'eo ket memes tra klask kelenn krouiñ e yezh ar vro. "N'ouzon ket penaos 'vez graet e gwirionez. Penaos deskiñ da dud 'zo skrivañ kanaouennoù ? Evidon-me 'zo un dra ken personel ... Met tu 'vo d'esaeañ memestra, marteze asambles, da soñjal tro-dro d'an dra-se. Penaos e teu ar c'hoant skrivañ ? Diwar petra ?" a zispleg Nolwenn Korbell.

Ha mod-se reiñ kalon d'an dud sur a-walc'h. Un okitanat a zo pedet ivez e-barzh ar skipailh stummañ : Laurent Cavalier e anv. Ur c'haner hag a sav kanaouennoù en e yezh, desket gant e vamm-gozh, unan minoralet evel ar brezhoneg.

Ma'z oc'h dedennet e c'hellit mont e darempred gant Emglev bro Douarnenez. An abretañ ar gwellañ, dre bellgomz (07.83.88.75.57) pe dre bostel (emglev.bro.dz@gmail.com).

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

undefined