You are on page 1of 404

Al Liamm 6

Genver C'hwevrer 1948


niverenn 6

TAOLENN

INTRUDU. gant Andrev-L. Latimier 5


Lennegezh :
KELL 5, gant F. E. 7
MONT D'AR SU, gant Dik Trevan (tr. Fañch Elies) 15
KAD MAG TURED, troidigezh diwar ar c'hrenniwerzhoneg, gant G. B. Kerverziou hag Arzel Even
21
SKEUD... Parabolenn, gant Edgard A. Poe (troidigezh gant Per Denez) 24

Barzhonegoù :
BLOAVEZH MAT, gant Kerlann 27
HIRVOUD AR FLAGENN, gant Roperzh Ar Mason 28
KRENNSONENNOU, gant Maodez Glanndour 30
GOUESTL HA GOULENN, gant G.-B. Kerverziou 31
BROSNACHADH, gant Jord Campbell Hay (tr. Kerlann) 32
YSTRAD FFLUR, gant T. Gwynn Jones (tr. Per Denez) 33
SONEDENN LXXI, gant Shakespeare (tr. Per Denez) 34

Keltia :
DIWAR-BENN KENDALC'H DULENN 1947, gant Gweltaz Bernier 35
PREZEGENN AR SENEDOUR AN SEABHAC, gant Gweltaz Bernier 37
THE STORY OF A SUCCESS, gant Padrig Mac Piarais ( tr. Per Denez) 38
AR BREZEL DIABARZH E 1922 HA GOUDE, gant O. Mac Uilis (tr. Kerlann) 43
AERLINNTE EIREANN, gant Kerlann 48
HENGOUNIOU ENEZ VANAV, gant Kerlann 52
URZH GOANAG KEMBRE, gant R. E. Gruffydd 53

Studi ar yezh :
REIZHADENNOU DA YEZHADUR BRAS AR BREZHONEG, gant Frañsez Kervella 58
AN ANV-LEC'H « ABER » E BREIZH, gant Y. V. Guardon 62
UN NEBEUT GERIOU EUS KORNAD-BRO DOUARNENEZ, gant Yeun Toulhoet 64

Traoùigoù Istor Breizh :


« THELIN » BRO ZIEUB (1525-1843), gant Kerlann 65

Buhez al levrioù
KAIEROU KRISTEN 67
L'HERBE DE LA VIERGE 67
YOUENN VRAS HAG E LEUE 68
BISKOAZ KEMEND-ALL 69

Notennoù :
SKINDEGEMEREZIOU EN IWERZHON 70
E BRO-SKOS 70
EVIT AR GOUEZELEG 70
KELGH KELTEK 70
KELTED DRE AR BED 70
KEMBREIZ ER C'HANADA 70
SKOL-VEUR ABERYSTWYTH
A-DU GANT, PE A-ENEP AN EMRENEREZH..70
RET E VO D'AN HOLL DESKIÑ KEMBRAEG HIVIZIKEN 71
PLADENNOU KEMBRAEG 71
SKOUER AR YUZEVIEN 71
LEVRIOU GALL E-MAEZ AR STAD C'HALL 72
TREC'HOURIEN NEVEZ 72
GOUDE AR POUR, AN TRINCHIN 72
NEVEZ EMBANNET 72
DINER AR BREZHONEG 73
KOMANANT 73
KELEIER 73
KELC'H GWALARN 73
EMSAV KELTIEK BREIZH 74
DA REIZHAÑ 74
INTRUDU

"Ul labour-sevel hon eus d'ober e Breizh. "


Roparz HEMON
Breiz Atao, Here 1924

AL LIAMM - TIR NA N-OG : Setu deut da wir an emglev a embannemp e niverenn diwezhañ Al
liamm. Krediñ a reomp e c'hellimp diwar vremañ kinnig pep daou viz d'hol lennerien ur c'haier
fonnus, skridoù a bep seurt e-barzh, a roio bod d'ar strivoù graet du-mañ du-hont en hor yezh hag
evit hor bro.
Ur gentel a unvaniezh hag a urzhiadur a ziwan eta diwar an emglev-se...Hogen, ret eo
lavarout ez eus bet ivez abegoù boutinoc'h eget an Unvaniezh hag an Urzhiadur evit hor bleniañ
holl, hor c'heneiled eus Tir na n-og diouzh un tu ha ni diouzh an tu all davet an emglev : spontus e
teu da vezañ an diouer a arc'hant, hag hon div gelaouenn a zo chomet hep bezañ skoazellet evel ma
tereent bezañ... Souezhus ha nec'hus war un dro gwelout brogarourien vat zoken chom hep kas o
skodenn : diseblanted ? diegi? pizhoni ? N'on ket evit hel lavarout. Koulskoude, ra soñjer e koust
bremañ 25000 lur moulañ ha strewiñ un niverennig evel homañ, neuze 500 komananter d'an
nebeutañ a vefe ret da gaout diouzhtu evit gallout bevañ hep re a drabas... Siwazh! Pell, pell-bras
emaomp eus ar gont. Kentelius-kenañ eo lenn hag adlenn dastumadeg Walarn, an dra ramzel-se a zo
bet betek-hen an ober pouezusañ savet gant Breizhiz ar c'hantved-mañ; un dra a verzer diouzhtu :
pegen alies e oa ret d'ar rener pediñ hag aspediñ an dud evit o lakaat da zegas priz o adkomanant.
Biken n'hor bo a-walc'h a zoujañs evit an den en deus dalc'het e-pad ugent vloavezh, hep bezañ
biskoazh krignet gant an digalonekaat, hag a zo bet rediet da devel nemet da heul darvoudoù estren
d'hor stourm. Neuze daou dra a-bouez a zo dirazomp da ober :
- da gentañ, ret eo kenderc'hel da embann skridoù en hor yezh ha strivañ evit lakaat da fetis danvez
hor sevenadur;
- d'an eil, ret eo kavout skoazell a-walc'h evit gallout labourat hep koll re a arc'hant.
6
Ac'hanta, ret e vo d'ar re wellañ, d'an nebeudig tud o deus hon harpet adalek an deroù ober
muioc'h c'hoazh : n'eo ket a-walc'h dezho bezañ paeet o c'homanant, ret eo ivez lakaat tud, ar
stankañ ar gwellañ, d'ober kement-all, dastum o skodenn, kas anezhi deomp. Sur, kalz a dud e-touez
ar re a zarempred tamm pe damm an emsav, a asantfe harpañ gant ma vefe goulennet diganto. Ha
perak, da skouer, ne gemerfe ket pep Kelc'h Keltiek, pep strollad breizhat n'eus forzh pe obererezh
en deus, ur c'homanant evit kaout dastumadeg AL LIAMM-TIR NA N'OG en e levraoueg. Ur galv a
reomp amañ, harp a c'houlennomp digant an holl o deus graet al le da labourat evit Breizh, ha stank
int, gant se, ma n'int ket holl bouzar, spi hon eus e welo ar bloavezh nevez-mañ un eost fonnus a
embannadurioù brezhonek. Embannet e vo en niverenn a zeu roll ar strolladoù o devo selaouet hor
galv.
War un dachenn all, pa'z eo bremañ sevenadurel dre vras ar gelaouenn, pep hini e-touez ar
vrezhonegerien desket a c'hellfe kenlabourat en un doare bennak. Piv n'en deus ket studiet evit e
blijadur ur rann eus gouiziegezh mab-den ? Da skouer, leur brudet Anatol Ar Braz, « Mojenn an
Ankoù », a zo da adskrivañ penn-da-benn e brezhoneg. Arabat treiñ anezhañ diwar ar galleg, er
c'hontrol ret eo adober labour enklask Ar Braz, lakaat an dud a-ziwar ar maez da gontañ, notenniñ
pep tra, ha dastum kontadennoù eus holl rannvroioù Breizh ; pouezus-dreist e vefe ur seurt levr evit
studiañ prederouriezh hor gouenn.
Posubl e vefe eta da galz eus hol lennerien, gonezerien an Trec'h Meur da skouer,
pinvidikaat kelc'h ar sevenadur brezhonek. Pell 'zo e skrive Roparz Hemon « Hanter-kant levr hon
eus ezhomm anezho » (1), ha n'hon eus ket zoken un Istor Breizh en hor yezh !.. Evelkent, krediñ a
reomp e vezo savet aes-kenañ al levrioù-diazez a c'houlenne rener Gwalarn pa vo prientet al labour
gant studiadennoù dudius ha kentelius savet e pep skourr eus ar Skiant. War an divout-mañ,
trugarekaat a reomp kalonek skrivagnerien an emsav o deus hon harpet endeo dre o gouiziegezh hag
ivez dre vrud o anvioù, dreist-holl Fañch Elies (Abeozen), Roparz Hemon, ha Kerlann.
Daou hent o devo eta da bleustriñ warno hor c'heneiled oberiant :
ober bruderezh, pouezañ war an dud a anavezont e sell bevañ ar gelaouenn ;
sevel pe lakaat sevel gant tud barrek pennadoù a binvidikaio hor yezh hag lakaio lorc'h ha fiziañs en
holl.

Setu aze ar roll-labour a ginnigomp evit 1948. Gwelet e vo e diwezh ar bloaz pe stumm a vo gant ar
c'hef ha taolenn ar pennadoù...

Andrev-L. LATIMIER.
(1) Gwalarn, niv.82 - Genver 1934
6
Lennegezh

KELL 5

N'eo ket hepken en abeg da dalvoudegezh lennegel diarvar an danevell-mañ


m'hec'h embannomp, hogen ivez abalamour d'an testeni dispar a ro deomp diwar-benn
ur marevezh a zo bet ken pouezus e-kenver hon emsav.

Tavet 'oa blejadennoù an dud vazhatet. Noziñ a rae ha ne wele mui daoulagad Yann Kere
pikoù ar c'haoc'h kelien war vurioù gwenn-razet e gell. Erru 'oa warnañ, ur wech muioc'h an noz
lugudus gant he frederiadennoù luziet ha dispi. Bec'h en doa o tommañ d'e dreid. N'oa ket yen miz
Du koulskoude ha ne zeue ket a-benn da enebiñ ouzh ar riv, ken dinerzh e rede ar gwad en e
wazhied. Gwir eo neket gant soubenn ar c'haol da nav eur veure, gant soubenn ar patatez diouzh ar
pardaez ha tri c'hant hanter kant gramm bara sec'h ez eus peadra da herzel ouzh an anoued.
Padal gwelloc'hik ez en em sante abaoe miz. Ur bakadenn c'hwec'h lur bitailh a reseve
bremañ pep sizhun da Wener digant e wreg hag e fetisae e bredoù goular gant ur begad amann, un
tammig kilhevardon hag un aval. Ne sante mui e benn o vezevelon pa stoue d'an douar na pa 'z ae
en e c'hourvez war e c'holc'hedad plouz. Un doare anken a samme e galon da bep tro er sizhunioù
kentañ. Krediñ a rae dezhañ e kendalc'he da vont war draoñ zoken goude ma oa deut e benn da
harpañ war e wele. An diouer a voued magus eo moarvat a rae kement-se.
Abaoe an derc'hent n'oa mui e unan-penn en e gell. Daou gamalad a oa deut dezhañ. Edont
bremañ o zri gourvezet pep hini war e c'holc'hed plouz, tamolodet en o daou ballenn, o c'hortoz ar
c'housk da droc'hañ evit un nebeut eurvezhioù war ar soñjoù kasaus ha doanius a grigne dibaouez o
empenn. Paol Riwall a oa e-kichen an nor ha Per ar Gwenn keñver-ha-keñver da wele Yann Kere, o
daou war ar planchod.
Bremañ e kleve adarre mouez mabden. Rak mouezh ar warded daoust hag ober a c'heller
anezhi mouezh tud bet dezho ur vamm hag un tad ? N'oant e gwir nemet doareoù ardivinkoù,
bouetet o c'heflusker gant kasoni ha krizder. N'oa ket puilh ar gerioù-skorn a zistagent. Da eizh eur
veure e tigore dor ar gell : « Kafe... » hag e veze diskennet dezhañ ur c'hartad tizan goular hag e
damm bara pemdeziek.
8
Ur pennad da c'houde e wigoure adarre ar potailh : « Skubachoù !... » Da nav eur e kleve ur ger all :
« Soubenn !... » Etre div eur ha peder eur abardaez gwigour adarre : « Bale ! » hag ez ae d'ar red
war-du ar porzh, e vogerioù pemp metr uhelder gant e brenestr kaelet gant barrennoù houarn war an
diaraok. Dre eno, dreist ar vur mein ruz a rae tro liorzh digempenn ar prizon, e wele bleñchoù ur
wezenn bennak, melenet o delioù, ha toennoù tiez ma veve enno - pebezh burzhud ! - kerent ha
bugale etrezo tan un tammig karantez an eil evit ar re all. E-unan en e borzh evel en ur gell, al loen
gouez a oa anezhañ, e sante n'oa mui e gwirionez nemet un niverenn, an niverenn 82. Amañ er-
maez, avat, e c'helle chom en e sav, harpet ouzh ar voger troet war-du heol gwan an diskar-amzer.
Santout a rae, war e valvennoù kloz, pokoù klouar lagad an deiz hag e soñje, un dioanag skrijus o
vroudañ e galon, ez oa, en un tu bennak er-maez, ur galon dener o hiraezhiñ dezhañ har ur bugelig
bloaz hanter n'e anavezfe mui evit e dad pa vefe divac'het ? ...Met ha divac'het e vefe un deiz ?..
Daoust hag ar vuhez dieub ken eürus, zoken pa veze tenn, n'oa ket bet anezhi un huñvre?.. N'ouie
dare ha dont a rafe en-dro an tremened-se c'hwek d'e galon gour. Ar bremañ put ha garv a oa
marteze da badout da viken evel Ifern Yen kantikoù e vro... E vro ?... C'hoarzhin trenk a rae, pa zeue
ar ger-se war veg e deod. C'hoazh un huñvre c'houllo m'oa bet touellet ganti abaoe bloavezhioù ha
bloavezhioù ma klaske he degas da wir. Ha bremañ e oa kouezhet warnañ ar c'hastiz, ur c'hastiz
didruez a-berzh tud a lavare bezañ e genvroiz pa ziskouezent bezañ e wir enebourien hag
enebourien aheurtet kement tra a gare. Ne vije ket bet, re bounner ar samm d'e ziskoaz, lakaomp ne
vije ket chomet er bed-se, ma oa harluet dioutañ, krouadurien Doue, ezhomm dezho eus e labour
hag eus e skoazell evit bevañ. Petra ober ?... Gortoz en ur uzañ unan hag unan munutennoù diniver
ur bremañ rannet e daou gant an deiz hag an noz ken ha ken disaour.
Gwigour adarre. Echu ar bourmenadenn. Ha d'ar red en-dro betek e gell, prizonidi all o
redek en e raok, o daouarn a-dreñv o c'hein, herr warno evel chas gourdrouzet o skampañ d'o loch.
Alc'houezet an nor. Bremañ peoc'h betek ma klevo evit an eil gwech : « Soubenn »... Ha da c'houde
ar mare arvarus. An deiz o louediñ hag an holl dasmantoù karet pe gasaet o tont da c'hournijal er
gell. Anken ha c'hwervoni o tispakañ evel bleunioù sklas ur goañvezh hep dibenn. Sed amañ o seniñ
ar c'hloc'h digristen. Poent eo diwiskañ, lakaat an dilhad war ar gador bostek, reut d'e beñsoù
treutaet, hag o dougen er-maez gant e votoù-ler hag e skudell houarn gwenn.
9
Ha d'ar gwele da grenañ un nozvezh-pad muioc'h, tamolodet en e balennoù rust evel ur sae reun, da
c'hortoz tarzhig an deiz disliv da skleuriñ war vurioù gwenn-lous ar gell. Tost e oa dezhañ
koulskoude bezañ laouen daoust d'an anhun, pa ne gleve ket, ur wech aet war e wele, kunujennoù
ha keinvan a-us d'e benn. Rak re ingal e tibabe ar warded ar mare-se da vont da vazhata hemañ pe
henhont, hervez froudenn chatalek o c'hasoni sec'hedik. Ken goullonderet e oa bet e empenn gant an
darvoudoù m'en deus bet mil boan o tegas d'e eñvor un drailhenn bedenn bennak. N'eus nemet unan
o reiñ dezhañ un tamm frealz gwirion, ar Salve Regina eo. Hag e tibun, meur a wech lerc'h-ouzh-
lerc'h, ar gerioù latin, kanet ken alies gwechall er skolaj.

Setu ma n'oa mui e-unan-penn. Souezhet e oa bet o welout daou all en hevelep kell gantañ.
Diaes e kavas zoken da gentañ, abaoe un devezh hag hanter kant ma oa e-unan gant e soñjoù, daoust
pegen pounner e oant, degemer tud all en e vuhez digenvez. Ha peseurt tud e oa anezho ?.. Frealzet
e oa bet dizale. Harzet e oa bet Paol Riwal, d'e veno, en abeg d'e venozioù breizhek ha d'e
zarempredoù re start gant an Alamaned. Per ar Gwenn a oa anezhañ ur c'henwerzhour, tamallet
dezhañ gant kenseurted warizius da vezañ gonezet re a vil lurioù e-pad aloubidigezh ar vro ha da
vezañ degemeret ar soudarded werrlouet en un doare re seven en e gafedi.
Marvailhoù hir a oa bet ganto en nozvezh kentañ, pep hini o tisplegañ e afer en doare
direbechañ evel-just, hogen tostoc'h ouzh ar wirionez rik eget an drevezadenn disneuziet ma vefent
barnet diwarni.
Per ar Gwenn a vage ar spi da vezañ divac'het dizale, dinoaz-krenn evel m'oa bet war
dachenn pep politikerezh, emezañ. Un dell-gastiz a vefe sammet warnañ, sur a-walc'h. Ur wech
paeet gantañ, e tivrofe pell diouzh kasoni diboell ur gêr deut par d'un ospital ar re sot.
Paol Riwal ha Yann Kere, avat, ne grede ket dezho e vefent kwitez ken buan-se. Enebourien
douet o menozioù a oa deut adarre war leiñ ha n'o doa truez ebet da c'hortoz eus o ferzh. Harp ebet
da gaout digant ar re, eus an Emsav, a oa chomet dilabour evit Breizh, war zigarez e oa an
Alamaned war he douar. Mat e oa graet dezho, da veno ar re-mañ, sur a-walc'h. N'o doa nemet
chom fur evelto, tremen hep alanat e brezhoneg ha gortoz un amzer habaskoc'h da ober gant
doujañs ouzh pennoù ar Stad goulennoù bet nac'het keit amzer ha tonket da vezañ dismegañset en
dazont, nemet dont a rafe ar gomunistiezh war c'horre. C'hoariet o doa o flanedenn war daol an
darvoudoù kemmus ha kollet ar barti. Setu.
10
A eur da eur, pa glevent an enaouerien dredan o strakal ha trouz kammedoù pounner pe
skañvoc'h o tostaat, e tavent trumm. Dizale e teue war elum al lamp a-us d'o fennoù ha lagad ar
gward a selle, dre an toullig-spiañ en nor, hag aze edont c'hoazh o zri. Hag e tivere gorrek ha
diseblant munutennoù an eurioù teñval betek ma teue ar c'housked da glozañ o daoulagad, e korf an
noz.

Aet e oa gouelioù Nedeleg e-bioù. « Peoc'h war an douar d'an dud a youl vat », a gane e
gwechall an aelez a-us da grec'hienn Bezleem Judea. N'en doa ket kresket kalz niver an dud-se
moarvat, rak bremañ evel gwechall ne rene etre ar pobloù hag ar rummoù-tud e pep bro nemet
brezel ha kasoni. a An den a zo ur bleiz d'an den » a zo ul lavarenn zereatoc'h da ziskleriañ istor un
denelezh o nac'h bemdez he Dasprener.
Mont a raent o zri bep pemzektez d'an oferenn. N'oa mui troet nikun anezho da vont kalz
war-dro an iliz kent bezañ bountet er prizon evel torfedourien. Amañ, avat, peñseidi anezho, e
klaskent tapout krog e feiz o bugaleaj evit chom war c'horre mor an dioanag. Met arabat da
brizonidi disoñjal, zoken e-pad un hanter-eurvezh ez int tud kablus. Setu perak o deus ijinet ar
saverien brizonioù doareoù archedoù prenn en o sav, digor hepken war an araok betek bruched an
den. Pep unan a vez kraouiet en e logellig e doare ma klev an oferenn hep gwelout nikun nemet ar
beleg ouzh an aoter, ar c'hurust o respont hag ar gward war ur chafod dirazo, gant e selloù bepred o
parañ warno. Buan e oa deut Yann Kere da anaout ar re eus e genseurted a oa boas da vezañ
bazhatet. Pa dremene unan anezho dirak ar gward, en e sav e toull dor an trepas a gase d'un
archedoù, e rae ur c'hildro trumm evel da dec'hout rak un taol-troad en e revr.
Kozh e oa aluzenner ar prizon. Lenn a rae dezho aviel ar Sul, met dibaot e sermone. Ha
moarvat ez oa gwell e-giz-se. Ken sachet eo bet ar veleien e tabutoù gwadek hon amzer ma n'ouzont
ket chom bepred hep distagañ, war zigarez prezeg ger Doue, komzoù na drid ket enno nemeur a
vadelezh e keñver an dud faezhet, pa n'o deus ket ar re-mañ menozioù a-liv gant o re. E-lec'h
kenderc'hel da vezañ neptu, e-harz an aoter da nebeutañ, etre kostezennoù a-zevri gant un emgann
dibardon, e savont a-du gant homañ pe honhont. Un doare iskis da gompren spered ar gatoligiezh,
liamm etre holl bobloù ar bed ha nann relijion vroadel ar stad-mañ-stad. Setu perak eo frealzusoc'h
da drec'hidi klevout hepken komzoù an Aotrou Krist eget diskleriadennoù re zenel.

11

Nebeut amzer goude storlok boas bailhoù ha chotoronoù ar gegin o kemenn dezhañ e oa
war-dro pemp eur, en deus klevet Yann Kere trouz kammedoù pounner ur strolladig tud o tont tre er
prizon. Meur a wech endeo eo bet divorfilet gant an hevelep trouz. Potailh ur gell o stirlinkat
bremañ. Kuzuligoù.
« Petra eo an dra-se ken abred-mañ ? » eme Baol Riwall.
« Ur paour kaezh den o vont d'e dro-vale ziwezhañ, » eme Yann. « A-benn un eur amañ e vo
graet e stal dezhañ ha ne vo mui nemet ur c'horf marv toull-didoullet dirak daou renkad fuzuilhoù o
tivogediñ ».
« Añ ? » eme Baol Riwal o sevel trumm en e goazez. « Sur
oc'h? »
« Ya, sur on, » eme Yann.
Hag e chomont o daou dilavar da selaou trouz ar c'hammedoù o pellaat.
Per ar Gwenn a vorede bepred.
Galvet eo bet Paol Riwal er beure-mañ da vont da vurev ar barner enklasker. An daou all a
zo gant o marvailhoù boas evel kezeg ouzh an dornerez.
Soñjal a reont, avat, en hini a zo o strivañ da zifenn e frankiz ha marteze e vuhez rak skilfoù
an tamalloù gwir pe faos. Santet o deus ez oa c'hoazh prederietoc'h egeto o-daou. Marteze dre m'oa
dimezet abaoe bloaz hepken. N'en doa ket gwelet e verc'hig ganet abaoe ma oa en toull. Marteze
ivez dre ma touje riskloù kuzh n'en doa ket meneget dezho. Traoù a zo m'eo furoc'h d'un den o
mirout evitañ e-unan. N'eus nemetañ da c'hellout barn e gwirionez diwar be abeg en deus graet an
dra-mañ-tra d'ar poent-mañ-poent. Neket ar varnerien, en un amzer bennfollet gant ar gasoni, a zo
gouest da gompren peragoù un den. Barn a reont hervez reolennoù dizamant ur Reizh, sujet da
venozioù o c'hostezenn.
« Ni a zo ar Wirionez Peurbadus, » emezo. « Labouret ec'h eus en hon eneb. Kastizet e vezi.
»
« Gwa an drec'hidi », a lavare Brennos kozh da senedour Roma. Taolet eo bet an hevelep ger
ouzh fas e ziskennidi, meur a wech abaoe. Emaomp adarre ouzh tu ar re faezhet.

Da serr-noz, liv an erc'h war an oabl a welent dre brenestr uhel ar gell, eo deut Paol Riwall
en dro. Teñvaloc'h c'hoazh e benn eget diouzh ar beure, ha skuizh-divi eo, war a seblant.
12
Gant doñjer e kas d'an traoñ e skudellad soubenn disall, dalc'het klouar dezhañ dindan e ballennoù.
Dizale e son ar c'hloc'h hag emaint bremañ o zri tamolodet war o flouz. Peur e vo tomm d'o zreid
yen-sklas ? Bremaik, avat, e santo Yann an aouidoù o flemmañ e dreid hag e zaouarn. Ar boued re
dreut hag ar vuhez difiñv a zo bet kiriek d'e vizied da goeñviñ adal miz Here.
Paol Riwal n'en deus respontet nemet gerioù dispis a-walc'h d'ar goulennoù o deus graet
outañ war e zistro. Hag abaoe ez int chomet dilavar. Teñval eo an noz bremañ hag e vanont pep
unan sebeliet en e ezeved, o santout pegen dister ar c'honfort a c'hellont da reiñ an eil d'egile.
Ur skeudenn garet, mistr ha gwevn a c'hournij en dro da benn Yann Kere, ken buhezek a-
frapadoù m'eo darbet dezhañ klemm evel dindan flemmadenn ul laonenn o vroudañ e gig. Diaes
meizañ pegen treantus eo tourmant un den beziet ez vev en ur gell vorailhet ha kaelet mat, pa soñj
er garantez virvidik m'eo bet diframmet diouti. Hag e teu d'e eñvor ur bomm fromus eus ur
ganaouenn eus an Inizi Gall. Ur peñsead a gan d'e garantez o leñvañ dezhañ war an aod :
Na leñv ket e giz-se va ene,
Rak diskenn a ra da zaeloù
Em betek e strad ar mor
Ha leskiñ a reont va c'halon.,.

Hag hep gouzout re dezhañ e tistag a vouezh dam-uhel :


« Un den, dezhañ gwreg ha bugale n'en deus ket ar gwir da vont en un Emsav ha pa ne ve da
hemañ nemet ur pal speredel. »
« Re wir a larez, Kere, » eme Baol Riwal evel pa gomzfe dre e huñvre. « N'en deus ket ar
gwir-se pe e sach e dud gantañ e gouelec'h e reuz.
« Daou vloaz war-nugent oan p'eo deut an Alamaned da vistri war ar vro-mañ. Unan oan eus
soudarded an arme-se a zo bet skignet evel pell en avel e Mezheven 1940. Ruilh-diruilhet a-hed an
hentoù betek e Kreisteiz Bro-c'hall, ne vagen ken c'hoant nemet da zistreiñ d'ar gêr. A-wechoù war
droad, a-wechoù e lost kirri-dre-dan, d'an diwezh war ur marc'h houarn dilezet gant unan bennak e
foz an hent, on deut en-dro da Vreizh, ur wech disoudardet. Kavet em eus dre amañ va mignoned,
birvilh en o speredoù gant ar spi en un amzer welloc'h o vont da hinoniñ war Vreizh. Tuet mat a-
walc'h e oa, a lavared, an Alamaned da Emrenerien hor bro. N'oa keloù er mare-se nag evit ar
Soviedoù da freuzañ o emglev gant an Alamaned nag evit Amerika, ken pell, da zont da aberziñ he
feoc'h war aoter an dismantr.
13
Un Europa nevez a zeue war wel hag hor gerig hor boa da rannañ en dael, hol lod da ober el labour
adsevel ur C'hornog peoc'hus hag oberiant war holl dachennoù buhez mab-den. En em roet on me
ivez d'ar striv-se ha n'en deus ket fellet din gwelout pegen bras kemm a zeue er gudenn dre m'en em
skigne ar brezel dre ar bed holl.
« Dre ma teue pounneroc'h-pounner samm ar brezel war o divskoaz, an Alamaned n'o deus
mui pledet gant kudennoù ar C'hornog Pellañ. Gonit ar brezel er Reter a rankent da gentañ.
Abostolerezh grignous skingomz London en deus aloubet ar speredoù, doñvaet un tammig gant stok
an drouziwezh. Gant ar strishadurioù, ar gernez, ar brizonidi dalc'het pell diouzh o bro, ar
yaouankizoù galvet da labourat e labouradegoù an estren, an enebiezh he deus kresket a-zeiz-da-
zeiz betek dont d'ur chouanerezh a-enep an alouberien hag ar re a save a-du ganto. Ur c'hastiz
didruez a gase an dorzh d'ar gêr d'ar re, sponterien pe vrogagourien, a skoe gwall-daolioù a-bep
seurt ouzh an Alamaned, en desped d'an arsav-brezel.
« Kendalc'het o deus, avat, an Alamaned d'ober ganeomp, gant lod ac'hanomp kentoc'h, da
skoazellerien en o stourm a- enep o holl enebourien diabarzh ha diavaez ha n'hon eus ket merzet e
poent n'oa mui ar stourm-se hini hor bro. N'hon eus ket bet a renerien da reiñ deomp e kentel an
alioù fur a oa o dever kemenn d'o zud. Marteze ivez e oa re ziwezhat deomp da ziskregiñ diouzh an
erv boulc'het. Ur wech deut da vat an dilestradeg, omp bet plaouiet e drouziwezh ar re a oa dec'h
mistri ha ne dint bremañ nemet emgannerien galonek o ren betek dibenn o nerzh diwezhañ emgann
o bro evit he buhez.
Graet e vo deomp evel da drubarded. N'eus netra da herzel ouzh kasoni mistri nevez ar Stad.
Mat, me n'asantin da ansav on bet un treitour nemet gwelout a rafen, mar bezan lezet da vevañ,
aotreet d'ar Vretoned ar frankizioù goulennet hag azgoulennet dibaouez gant ar re anezho n'eo ket
dallet o daoulagad. Keit ha ma vo laret nann d'ar goulennoù-se e vo ar gwir diouzh hon tu, daoust
d'hor fazioù. Nemet faezhet omp hag hor gwellañ strivadennoù a seblant, bezañ bet graet en aner.
Noz ar spont a zo bremañ war an Emsav. Ne gredan ket, avat, e teufe a-benn d'ober, nann gwelloc'h,
met kenkoulz ha ni, ar re a damalle deomp bezañ staget gant an hent fall. Gwir eo e kavint an tu da
lavarout, ar re n'o deus ket fiñvet ur biz e-pad pevar bloaz evit an Emsav, eo ni a vo kiriek ma vez
nac'het ar goulennoù a raint gant azaouez ouzh ar re n'o deus morse gouezet nemet rannañ gerioù
mel ouzh kenvroiz Yann-Ber Kalloc'h. Morse ne zeu d'o soñj e c'houlenne ar barzh, meulet ganto
dre m'eo marvet war vaez ar stourm, an hevelep frankizoù ha ni, e save an hevelep klemmoù a vo
kavet adarre war ziweuz ar re yaouank a zeuio deiz pe zeiz da adstagañ gant an Emsav.
14
« Met ni a zo graet hor stal deomp... Keuz a c'hellomp da gaout « d'hon eurvad douarel aet
da goll »... rak ne welimp ket o parañ war hor bro-Vreizh ar frankiz bevañ brezhon... Marteze zoken
eo toc'hor da vat spered Breizh... Gwazh a se !... Krediñ a ran ez eo planedenn ar Vretoned an hini
end-eeun m'int dellezek anezhi... Doaniet on hepken evit ar re a zo, stag o buhez ouzh va hini hag
evit an hiniennoù a gemer perzh en hor c'hañv d'un huñvre gaer aet da get ».
« Per ar Gwenn a zo moredet ur pennad 'zo. Dilavar e chom Yann Kere. Ar vouezh er gell
aloubet gant an noz a seblant dezhañ dont eus ur vered : melen fresk ar pri berniet e-kichen ar
bezioù nevez toullet, hag, e-tal pep toull, un arched koad sapr gant un niverenn livet e du warnañ...
Trouz ebet nemet klemm an avel er gwez ivin...

En noz yen deut adarre war ar gell, Yann Kere ha Per ar Gwenn o deus klevet ar brizonidi o
tont en dro eus ar varn. N'o deus mui gwelet Paol Riwall. Ur gward a zo deut da gemer e ballennoù
hag an traoùigoù a oa dezhañ er gell. Aner e oa goulenn keloù digant ur seurt penn beuz. An
nebeutañ a c'houlennoù a reer amañ a zo bepred ar gwellañ. Un dra, avat, a zo diarvar : unan bennak
a zo bet barnet d'ar marv. Klevout a reont chadennoù o stirlinkat. Lakaat a reer an den da redek gant
e hualoù. Ul lamm a bak hag e skoont warnañ moarvat d'e lakaat da sevel buanoc'h... hag ur vouezh
a zistag gant ul levenez kriz : « En em voazañ a raio ! »
Ya en em voazañ a raio hag ivez ouzh pri yen ar bez pa vo deut e zeiz.
Deiz ar vourevien, avat, a zeuio ivez.
F. E.
31 Meurzh 1945 - Sadorn Fask.
15

MONT D'AR SU

Amzer gontrol ar mengleuzier eo ar goañv. Diaes eo kaout labour ; ha daoust da labourat


bemdez, bihan eo ar gopr war zibenn ar miz.
N'hell nikun, nemet an hini a c'houzañvas an dienez, displegañ trivliadoù ar mengleuzier un
abardaez Gwener pae. N'eus den nemet ar vengleuzierien o-unan o c'houzout petra eo bezañ a-sav
ouzh prenestr ar burev dre un abardaevezh yen da c'hortoz ar merour da c'hervel e anv. Diouzh
sellout ouzh o zremmoù prederiet, leun a roudoù c'hwezenn - ar vengleuzierien a oar petra eo
c'hweziñ pa rev pep tra en-dro dezho - e vije douget un den da soñjal emaint eno evit lemel o buhez
diganto ha nann evit resev o gonidoù. Nag e kren o daouarn pa resevont o « moneiz », ha nag e
kontont ur wech, div wech, teir gwech ! Tra nemet tri lur (1) evit ur miz hag un tiegezh a c'hwec'h
pe eizh da zerc'hel ! Met sed aze a-walc'h. Un istor a zo ganen da gontañ.
War dro eizh vloaz bennak kentoc'h ez oa an amzer kalet- direizh er vengleuz, hag hervez
komzoù ar vengleuzierien, ne dalveze ar boan da zen kas e voued eno. Izel eston e oa marc'had ar
meinsklent; hag e kunujenne ar merour an dud da bep eur eus an deiz, ken n'oa, pa zeue an noz, ken
raouliet hag ur c'hi tapet gantañ anoued.
Ne rae plijadur da zen bezañ kunujennet; ha bemdez e tastume ur mengleuzier e vinvioù, e
tape krog er sac'h a servije da dorchenn dezhañ ha, gant e vec'h war e zivskoaz, e kuitae ar santier
ha ne weled ket eno mui.
« A-walc'h a labour er Sû, » emezañ, « hag a-walc'h a arc'hant da c'honit. »
Ha d'ar Sû ez ae.
Piv a welas ar mengleuzier o kuitaat e di ? Ha ne deo ket un arvest doanius ? Setu eñ ahont o
loc'hañ, gant daeroù en e zaoulagad, hag ur minc'hoarzh war e zremm evel minc'hoarz an heol war
an erc'h. Klask a ra mousc'hoarzhin en abeg d'e vamm, d'e wreg, pe d'e c'hoar. Doue a oar n'eus ket
a c'hoant c'hoarzhin en e galon. En e zorn ez eus ur c'hased houarn-gwenn bihan n'eo bet er-maez
eus ar gambr wele biskoazh araok. Ennañ ez eus un nebeut kolieroù, ken gwenn hag an erc'h, un
hanter dousen reoù loeroù bet troadet kant gwech, pevar c'hrez bet penseliet aketus, tammoù mezher
ha gloan gant un nebeut neudennoù en-dro dezho hag un nadoz dir plantet e-barzh. Sed aze holl.
16
Nann, gortozit. E strad ar c'hased ez eus ur Vibl vihan, ul lrvr kantikoù, hag oberoù Ceiriog, Islwyn
pe Menezog.
Met emaon o kantreal adarre.
Edon o komz, neketa, eus kimiad al labourer eus ar vengleuz. Ar vengleuzierien yaouank eo
a loc'he kuit peurvuiañ. Diaes eo d'an hini kozh dilezel e di pa vez kuzhet an uhelennoù gant erc'h.
Diaes dezhañ mont da bell pa 'z eo ken tost e vez ; an hini yaouank, avat, ne soñj ket en e vez, evel-
se e kuita e di, gant spi leun e galon.
Kasaus e kave ar merour gwelout e vicherourien yaouank o vont kuit. Gwell e vije bet
gantañ ha gant e vistri ivez gallout bezañ dieubet eus ar re gozh, met ar re gozh a chome er vengleuz
; hag e kunujenne ar merour un devezh a-walc'h evit tri... da lavarout eo, ken e oa re raouliet da
gunujegniñ e-pad tri devezh.
Koulskoude, un den yaouank a oa chomet hep mont kuit. E anv a oa Jim.
Edo Jim o labourat gant e dad, « ar Ben kozh ». Ben a oa bouzar-kloc'h... re vouzar zoken da
glevout kunujennoù ar merour ; ha sed aze an abeg perak ne dae ket Jim d'ar Sû.
Ul lec'h risklus-dreist eo ar vengleuz d'an hini bouzar. Gouzout a ouie Jim kement-se, hag e
chomas er gêr. Met kenderc'hel a rae ar merour da gunujenniñ, hag un devezh e skandalas Jim, en
doa kamm-gemeret evit Ben.
Hep lavarout ger, e tapas Jim krog en e chupenn hag e loc'has etrezek ar gêr.
Gwelout a reas Ben ez oa direnket un dra bennak; hag, a gammedoù berr, e redas war e
lerc'h hag e kouezhas war un tamm karreg.
Ankounac'haet en doa Ben penaos da redek a-zoare.
« Jim, » emezañ en ur sevel ha rimiañ e benn-ilin, « Jim ». Jim a c'hortozas en tu all d'ar
santier, hag e klevas ar vengleuzierien all an diviz-mañ da heul :
« Pelec'h ez ez-te, Jim ? Drailhet ra vo ar c'hozh karreg-se, gloazet em eus kriz va brec'h.
Pelec'h ez ez-te, Jim, va faotr-me ? »
« D'ar gêr, va zad », a c'harme Jim, ken e oa ar santier o tregerniñ.
« D'ar gêr, Jim ? Gloazet am eus va brec'h, te 'wel, pe n'on-me tra aman. Daoust ha klañv
out, va faotr-me? »
« Ne don ket, va zad. »
« Petra 'ri-te er gêr, Jim ? Me 'm eus poan em brec'h fenozh, te 'wel. Petra 'ri-te er gêr, va
faotr-me ? »
17
« Ar c'hozh Robin en deus va skandalet, va zad, va skan...da...let. Ar c'hozh Ro-o-o-bin ».
« Da skandalet-te, Jim ? N'ouzout ket petra ? Me 'zo diaes gant va brec'h. Da skandalet-te, va
faotr-me ? »
« Ya, va zad ».
« Hag emaout-te o vont d'ar gêr, Jim ? »
« Emaon-me o vont d'ar Sû, va zad. »
« Petra, Jim ? »
« O vont d'ar Sû-û-û-û. »
« D'ar Sû, Jim? »
« Ya, va zad. »
Un nebeut munutennoù ne voe ger ebet; hag e talc'he ar vengleuzierien war o alan en ur
soñjal er pezh a zeufe da heul. Sed amañ an dro gentañ da Jim da soñjal dilezel e dad.
« Hag emaout o vont d'ar Sû Jim ? » eme an den kozh souden gant ur vouezh o krenañ.
« Emaon, va zad ».
« Gwell dit chom er gêr, Jim. Gloazet em eus-me va brec'h garv, te 'wel, eo, pe ne don ket
bev. Hag emaout-te o vont d'ar Sû, va faotr-me ?
« Emaon, va zad ; me 'gavo a-walc'h a labour hag a-walc'h a arc'hant eno
« A-walc'h a labour hag a-walc'h a arc'hant, Jim ? »
« Ya, va zad. »
Sed aze holl. Mont a reas Jim d'ar gêr, hag e tistroas an den kozh d'ar santier gant un daerenn
en e zaoulagad.
« Pelec'h eo aet, Ben ? » eme Zik Evans, unan eus ar vengleuzierien, en ur ober van da
vezañ bet hep klevout ur ger eus an diviz.
« D'ar gêr, Dik. Me 'm eus gloazet va brec'h kenañ, te wel. »
« D'ar gêr? » eme Zik.
« Ya; d'ar gêr, Dik. »
« Petra 'ray er gêr ? »
« Dimezet out, neketa, Dik ? »
« Soñjal a ra din ez on. »
« Hag emañ Beti e buhez, neketa ? »
« Edo-hi pa loc'his-me eus an ti er beure, » a respontas Dik, en ur soñjal dezhañ en doa Ben
kozh kollet e skiant vat.
« Me ivez a zo dimezet, n'on ket 'ta, Dik ? »
« Evel-se e soñjen-me ».
« Barbara, avat, ne deo ket ken bev, neketa ? »
Hejañ a reas Dik e benn.
« Gallout a ra Beti gwalc'hiñ ha ferañ, ne ra ket, Dik ? »
« Me 'garje-me gwelout ur vaouez all o walc'hiñ hag o ferañ gwell egeti ».
18
« Barbara a c'helle pa oa-hi bev, Dik. »
« Marteze e c'helle-hi, »
« Met ne deo ket ken bev, Dik. »
Hejañ a reas Dik e benn adarre, hag e voe sioul an traoù ur pennadig.
« Ha soñjet ac'h eus-te morse pegen diaes ez eo d'ur gwaz gwalc'hiñ ha ferañ Dik ? » eme an
den kozh souden.
Hejañ a reas Dik e benn muioc'h eget biskoazh.
« N'ouzout-te e doare ebet petra eo, neketa, Dik? »
« Na, ne ran. »
« Mat, me 'ra-me. Abaoe seizh vloaz, ya, seizh vloaz d'an Nedeleg-mañ, em eus-me klasket
ober evel tad ha mamm da
Jim. Esaet am eus, am eus-me laret. Pep krez emañ-eñ o wiskañ eo me hen gwalc'has, pep kolier a
voe en-dro d'e c'houzoug dezhañ, me eo hen feras, ha pep tamm ac'h eus-te gwelet war e vrageier,
me eo o gwrias. N'emaon ket tamm o larout se evit en em fougeal va-unan, Dik ; nemet da ziskouez
petore paotr kaer ez eo Jim. Biskoazh ne glemmas, te 'wel, nann, zoken er sizhun gentañ, pa oa e
golieroù ken bouk ha kolier ur bugel bloaz. Kompren a rez-te, bremañ perak eo aet Jim d'ar gêr,
neketa, Dik ? »
« N'en deus-eñ na kolieroù na krezioù naet da vont en hent ? »
« Setu-te skoet ganez warni, Dik, skoet ganez warni, va faotr-me. »
« Me 'laro dit petra 'raimp-ni, Ben, » eme Zik en ur sec'hiñ e zaoulagad. « Me 'gaso-me
Robin vihan ahont davit e draoù fenozh, ha Beti o lakaio prest ».
« Hag e ri-te, Dik, hag e ri-te, va faotr-me ? » Evel-se e voe ; hag a-benn daou zevezh ez eas
Jim d'ar Sû.
Bep Gwener e kase ul lizher d'e dad gant pemzek swllt (2) ennañ.
Ben ne ouie ket lenn, hag e-kerz eur ar pred, d'al lun war-lerc'h, e tenne e lizher diouzh e
c'hodell hag e c'houlenne digant ar mengleuzier a oa azezet an tostañ dezhañ er gabanenn, lenn
anezhañ.
« Digant Jim, te 'wel, » emezañ, en ur zigeriñ e bod boued.
N'oa ket aes lenn lizheroù Jim ; hag ar gwellañ ar muiañ ma veze galloud al lenner da «
grouiñ », evel a leverer. Meur a wech ne c'helled ober na penn na lost eus an « abostol », evel ma-
lavare Dik Evans; met poaniañ a rae al lenner da lakaat istor Jim dindan al livioù gwellañ dirak an
den kozh, hag echuiñ al lizher en ur lavarout ez oa a-walc'h a labour hag a-walc'h a arc'hant er Sûa.

19
Un devezh, koulskoude, e teuas koumoul war ar vengleuz. Komz a raed eus un darzhadeg
spontus er Sû, ya, er vengleuz glaou lec'h ma laboure Jim. Un nebeut deizioù diwezhatoc'h e teuas
Dik Evans gant un niverenn eus an Herald Kembraek d'ar vengleuz, hag enni ez oa roll ar re a voe
lazhet.
Ez oa Jim en o zouesk.
Petra 'oa d'ober ?
Ez oa endeo ar Yaou, ha mar na resevfe ket Ben ul lizher, digant Jim, Disadorn, e
c'hoarvezfe un dra bennak. Savet e voe ur c'huzul evit ober war dro an afer. « Hag er-maez a lec'h e
vije skrivañ ul lizher da Ven bep Gwener? » a c'houlenne unan. Dont a eure pep unan aviz na vije
ket. « Met hag ar pemzek swllt ? a c'houlenne Dik Evans en ur dremen e zorn en e vlev.
Sed aze ur c'hoari all.
« Na gred ket deoc'h e kasfe ar baotred a zo er Sû arc'hant pa c'houlennfemp diganto ? » a
ginnige Dik adarre. « Ez omp-ni ken paour hag al laouenanig amañ. »
Soñjal a rae ar c'huzul e rafent, displegañ an afer a-zoare dirazo avat. D'ar Sadorn e resevas
Ben ul lizher digant Jim, met hep arc'hant. N'en doa ket an den kozh ezhomm eus arc'hant, petra 'rae
se. Ha n'oa ket a-walc'h eus al lizher ?
D'al Lun, e tennas Ben al lizher eus e c'hodell hag hen roas da Zik Evans da lenn.
« Digant Jim, » emezañ, en ur zigeriñ e bod boued.
Ober a reas Dik ur sell spouronet ouzh an dud all, met n'o doa ket graet van outañ.
Sec'hiñ a reas ar c'hwezenn a oa a veradoù lintrus war e dal hag e stagas da lenn.
Ez oa Jim yac'h evel boaz. Tamm amzer ebet da gas arc'hant. Kas a rafe tregont swllt er
sizhun war-lerc'h. A-walc'h a labour er Sû hag a-walc'h a arc'hant evit hen ober. Mousc'hoarzhin a
rae den kozh evel ma kemere un tamm bara eus e bod-boued.
Ne vousc'hoarzhas den all, ha ne voe gwelet tamm bara war c'hlin nikun. N'oa dezho tamm
c'hoant ebet da zebriñ. « Debret betek re dec'h d'abardaez ». E-pad daou viz e resevas Ben ul lizher
ha pemzek swllt bep sizhun digant Jim. A-walc'h a labour hag a-walc'h a arc'hant er Sû.
Un devezh e soñjas Ben ne vefe ket un dra sot kas ul lizher da Jim. Daoust ha n'halle ket
Robin vihan an ti tostañ hen skrivañ kenkoulz ha biskoazh komiz a lakaas pluenn war baper ?
Skrivet e voe al lizher, hag e teuas en-dro e-barzh ur golo all a-benn daou zevezh. Gervel a reas Ben
Robin vihan adarre. « Petra eo ar skrid-mañ, Robin ? » a c'houlennas en ur lakaat e veud war dri ger
a oa war c'holo al lizher en doa kaset da Jim.
20
« Jim Jones marvet, » eme Robin vihan, e zremm ken gwenn hag ur maen raz.
« Jim marvet ? » eme Ven. « Jim ma-a-a-rvet ? »
« Ya », eme Robin vihan, prest da redek kuit.
Mont a reas Ben d'an ti ha d'e wele. E tro an noz e teuas Dik Evans da welout anezhañ.
Goullo 'oa ar gegin. Pelec'h edo Ben ?
Sellout a reas Dik dre zor ar gambr.
En e wele ez oa Ben.
Petra 'c'hoarie gant Ben ?
N'oa ket kousket, peogwir ez oa digor e zaoulagad gantañ.
« Ben, » eme Zik.
Klask a reas Ben sevel.
« Te 'zo aze, Jim ? » emezañ. Te 'zo aze, va faotr-me ? Gortoz, me 'zo 'vont betek ennout
bremañ. »
Hag ez eas.

Dik TREVAN
Troet diwar ar c'hembraeg gant Fañch Elies.

(1) P'edo kempouez en eskemm arc'hant e talveze al lur saoz 25 l. gall. An holl istorioù-mañ a zo
bet savet war-dro pe araok 1914 p'edo d'an arc'hant an dalvoudegezh-se.
(2) E 1914 ar « swllt » pe « shilling » e saozneg a dalveze pemp real eus hor moneiz-ni.
21

KAD MAG TURED (Kendalc'h)

Evit deroù ar pennad-mañ, sellout ouzh « Tir na n-og », niv 5, Gouere - Gwengolo 1947.

15) Ha sed pe e doare e oa bet engehentet Bres :


16) Edo un deiz Eri (19) merc'h Delbaeth, unan eus o gwragez (20), oc'h arvestiñ ouzh tir ha mor
eus ti Maeth Scene (21), hag e selle ouzh ar mor, ken sioul ha pa vije bet anezhañ un daol gompez.
Hag endra oa eno e verzas-hi un dra bennak. Ul lestr argant war ar mor a voe diskouezet dezhi.
Lakaat a reas e oa bras e neuz, daoust ma ne wele stumm anat ebet dezhañ. Ha froud an tonnoù her
c'hasas d'an douar. Neuze e welas ar vaouez e oa e-barzh un den eus ar c'haerañ. Ur voue melen-
aour dezhañ ken hir hag e zivskoaz. En e dro ur vantell gant stagelloù neud aour. Kaeraet e doneg
gant eriennoù gwiad aour. Ur spilhenn aour war e vrennid ha sked ur maen prizius enni. Daou zared
argant, enno daou fust arem lufr riñvedet. Pemp kelc'h aour war e c'houzoug. Ur c'hleze dornell aour
gant enskantadoù argant ha pennoù-tach aour.
17) Eme ar gour outi :
- Hag hemañ eo ar c'houli ma vo aes deomp kousket a-gevret ?
- N'em eus ket lakaet emgav dit, eme ar vaouez.
- Deus daoust d'an diemgav, emezañ.
18) Gourveziñ a-gevret a rejont. Gouelañ a reas ar vaouez pa savas ar gour.
- Perek e ouelez ? emezañ.
- Daou abeg a zo din da ouelañ, eme ar vaouez. Hon em zispartiañ kerkent ha kejet. Yaouankizoù
kaer an Tùatha Dê Danann o deus va c'hoantaet en aner, ha va c'hoant ennout abaoe m'on bet dit.
19) Tennet kuit e vo da anken diwar an daou dra-se, emezañ. Tennañ a reas e walenn aour diwar e
viz kreiz hag he lakaat en he dorn , ha lavarout ne dleje-hi ket he dioueriñ pe dre werzh pe dre ro e
ve, nemet evit unan ez aje klenk ouzh e viz.
20) Un anken all am eus, eme ar vaouez. Ne ouzon ket piv a zo deut davedon.

22
21) Na ve ne oufes se, emezañ. Elatha mab Delbaeth, roue ar Fomôire, an hini a zo deut davedout.
Ur mab a vo ganet diwar hon em barat (22) ha na vo dezhañ nep anv nemet Eochaid Bres, da
lavarout eo Eochaid Kenedek : rak kement tra gaer a weler en Iwerzhon, pe gompezenn, pe zinas
(23), pe viorc'h, pe etev, pe blac'h, pe baotr, pe gavall, a vo keñveriet ouzh ar mab-se ; ma lavaror :
ur bres eo.
22) War-se ez eas kuit ar gour dre an hent ma oa deut, hag ar vaouez a zistroas d'ar gêr. Ha setu an
engehentadur brudet-se.
23) Genel a reas ar bugel, a voe anvet evel m'en doa Elatha lavaret, da lavarout eo Eochaid Bres. Ur
sizhunvezh leun goude d'ar vaouez gwilioudiñ e oa bras ar mabig evel unan div sizhun, ha derc'hel a
reas gant ar c'hresk-se betek diwezh e seizh vloaz, ma oa bras evel unan pevarzek vloaz (24).
24) En abeg d'an dael a oa bet etre an Tùatha Dê e voe roet rouantelezh Iwerzhon d'ar paotr-se ; hag
eñ a roas seizh gouestlad da gampioned Iwerzhon, da lavarout eo d'ar bennrenerion, e-giz testoù e
taskorfe dezho ar rouantelezh mar bije abeg diwar e zrougoberoù-eñ (?). E vamm neuze a roas
douaroù dezhañ, ha war an douaroù-se e voe savet un dinas anvet Dun Brese (25), hag an Dagda eo
a savas an dinas.
25) Hogen bremañ ma voe ar ren gant Bres, ar Fomôire, da lavarout eo Indech mab Dê Domnan hag
Elatha mab Delbaeth ha Tethra, tri roue ar Fomôire, a lakaas un tell war Iwerzhon, ha ne oa en
Iwerzhon moged diwar un doenn ha na vije dindan o zruaj. Ar gampioned ivez a voe lakaet dre heg
en o gwazoni, da lavarout eo, Ogme (26) a oa dindan bec'h keuneud, hag an Dagda a oa saver
kreñvlec'hioù, alese e savas Rath Brese (27).
26) Skuizh e oa an Dagda gant e labour, hag en em gavout a rae en ti gant un den dall lezirek,
Cridenbêl e anv, hag a oa e c'henou e-maez e vrennid (28). Cridenbêl a gave teuc'h e lodenn voued
ha fonnus hini an Dagda, hag e lavare : « A Dagda! war da enor (29), ro din an tri zamm gwellañ
eus da lodenn ». Hag an Dagda a roe dezhañ bemnoz. Bras e oa avat lodenn ar flemmganer : a-vent
gant ur pemoc'h brav e oa pep tamm. Hogen an tri zamm-se o oa an drederenn eus lodenn an Dagda.
Ha gwazh a se evit e yec'hed.
27) Un deiz p'edo an Dagda o kleuziañ e welas Mac Oc (30) o tont davetañ.
- Mat an dra-se, a Dagda, eme Mac Oc.
- Dres, eme an Dagda.
- Perak out livet ken fall ? eme Mat Oc.

Troet diwar ar c'hrenniwerzhoneg gant G.-B. Kerverziou hag Arzel Even

23
(19) Eri : Hevelep anv hag Eriu, « Iwerzhon ».
(20) Unau eus o gwragez :. D.l.e. unan eus ar maouezed Fomôire bet kemeret da wragez gant an
T.D.D. .
(21) Maeth Scene : « gougleze kuñv » (!).
(22) Evelse enta ez eo Bres mab d'ur breur ha d'e c'hoar, evel Llew, mab Arianrod hag he breur
Gwyddion (Math mab Mathonwy; s. Gwalarn niv. 9).
(23) Dinas : kreñvlec'h, palez (ger kembraek).
(24) Heñvel dra evit ar bugel Llew : « Maget e voe ur bloaz- pad hag a-benn neuze e voe ur souezh
evito e vent, prim zoken evit ur bugel a zaou vloaz ».
(25) Dun Brese : « Dinas Bres ».
(26) Ogme : E anv, diaes da zisklêriañ, a zo hini an doue Ogmios azeulet gant ar C'halated, gouez
d'ar skrivagner gresian Loukianos hen taolenn deomp evel un den kozh moal, a zalc'h an dud dre
chadennoù aour staget ouzh beg e deod - arouez un helavarded dreist. Ogme a zo dreist-holl ur «
gwaz kreñv » (trênfer), hogen ur gouizieg eo ivez, rak ijinet en deus ar skritur a zoug e anv : an
ogam pe skritur ogmek.
127) Rath Brese : « Kleuz Bres ». -
(28) Crid en bél : «kalon er genou », d.l.e. e lavare pezh a soñje. « E oa e c'henou e-maez e vrennid
» a dalv an hevelep tra.
(29) War da enor : Ur « flemmganer » (ceinte) e oa Cridenbêl ha m'en dije nac'het egile, en dijet
taolet outañ ur flemmgan. (aer) en dije dizenoret au Dagda ha lakaet berz-hud warnañ (s. § 39).
(30) Mac Oc « mab youank » pe Mac in Dâ Oc « mab an daou yaouank » a zo lesanv Oengus,
mab an Dagda hag ar v-Boinn (doueez ar stêr « Boyne »). Anezhañ un doue yaouank karadek,
diwaller ar garediged ha dreist-holl Diarmuid ha Grainne.(s. Gwalarn niv. 32).

Seul vihanoc'h ar vro, seul vrasoc'h ar garantez outi.


K. H. MACHA
24

SKEUD... Parabolenn

Ya! Daoust din bale dre greiz traonienn ar SKEUD. Salm David.

C'hwi, hag a lenn, a zo c'hoazh e-touez an dud vev ; hogen me, hag a skriv, a vezo aet abaoe
pell da vro ar skeud. Rak, e gwir, traoù iskis a zegouezho, ha traoù kuzh a vo gouezet, ha lies
kantved a dremeno, kent d'an eñvorennoù-mañ bezañ lennet gant lagad den. Ha pa vint lennet, e
vezo tud o tiskrediñ; tud all oc'h arvariñ ha, padal, e c'hoarvezo d'ur re - bennak kavout danvez
preder el linennoù engravet amañ gant ur beg houarn.
Ar bloavezh a oa bet ur bloavezh a vraouac'h, hag a drivliadoù, spontusoc'h eget ar
braouac'h, n'eus anv ebet dezho war an douar. Rak kalz burzhudoù ha sinadoù a oa darvezet hag e
pep man, war vor pe dir, he doa ar Vosenn displeget he divaskell du. D'ar re, avat, hag a ouie diouzh
ar stered, ne oa ket dianav e stumme an ebroù un diougan a zroug ; ha din-me, Oinos ar Gresian, en
o zouez, e oa peuranat edo erru bremañ, goude ul luskad a seizh kant pevarzek vloaz ha tri-ugent, ar
mare ma teu ar sterenn Yaou da gejañ, dindan arouez Aries an Tourz, gant gwalennad ruz Sadorn ar
braou. Ha doare an neñvoù a ziskoueze e levezon, n'eo ket hepken war kelc'hiad-red an douar,
hogen ivez war eneoù, speredoù hag empennoù an dud.
Dirazomp un nebeut orseliadoù gwin Kiat, e oamp azezet, un noz, seizh ac'hanomp, etre
mogerioù ur sal gozh en ur gêr deñval anvet Ptolemais. Ha d'hor c'hambr ne oa nep digor nemet un
nor uhel kouevr-holl : hag an nor-se, a oa bet goveliet gant ar micherour Korinnos, a oa aozet ken
dispar ken ne veze tu d'he digeriñ nemet eus an diabarzh. Pallennoù du, c'hoazh, a-stign war hon tro,
a vire kuzh ouzhomp al loar, ar stered blin hag ar straedoù didud - raksant hag eñvor an Droug, avat,
sed n'hellent ket argas. Traoù a oa en-dro deomp, ha na c'hellan ket o displegañ resis, traoù danvezel
pe speredel - an aer o vont pounner - ar moug o waskañ - an enkrez - ha, dreist pep tra all, ar
santadur spouronus-se a vez anavezet gant an dud nervus p'emañ o skiantoù meurbet lemm ha
dihun, tra m'emañ kouskedik o galloudioù-soñjal.

25
Ur pouezad kriz hor samme. Sammañ a rae hon izili - sammañ an arrebeuri - ar gobedoù a
evemp diouto ; hag an traezoù rac'h a oa flastret, kaset d'an traoñ, evel - an traezoù rac'h nemet
flamennoù ar seizh kleuzeur a sklerie hor banvez. O sevel uhel ha moan, linennheñvel, e tevent
amdeñval ha peurzifiñv ; hag er melezour krouet gant o luc'h war an daol-grenn koad-ebena a oamp
koazezet outi, e c'helle pep hini ac'hanomp bodadennidi gwelout dislivded e eneb-eñ hag al lugern
disioul a strafuilhe lagad stouet e geneiled. Ha padal e c'hoarzhemp hag e oamp laouen en hor giz -
a oa giz diskiant; hag e kanemp kanennoù Anakreon - hag a zo follentez; hag ec'h evemp ken ec'h
evemp - daoust da ruzder ar gwin degas d'hor c'houn ruzder ar gwad. Rak un annezad all a oa d'hor
c'hambr, me 'fell din lavarout Zoilus yaouank. Marv, a-c'hwen e gein e oa astennet, en e liñsel; -
arc'houere ha droukspered al lec'h. Alas ! ne gemere nep lod en hol levenez, nemet e oa e zremm,
disneuziet gant ar vosenn, hag e zaoulagad, hanterlazhet hepken enno tan ar c'hleñved-brein, oc'h
evezhiañ, evit doare, ouzh hon diduamant en hevelep doare ma tle an dud varv evezhiañ ouzh
diduamant ar re a zo war-nes mervel. Hogen, daoust din, Oinos, santout e oa warnon-me e poueze
sell an hini aet da anaon, e felle din chom hep merzout e c'hwerventez hag, o parañ va lagad war
donderioù ar melezour ebena, e kanen, gant ur vouezh kreñv ha dassonus, ar c'hannennoù savet gant
mab Teios. Tammig-ha-tamm, avat e paouezas va c'han hag e heklevioù, o vont a-ruilh da goazhañ
e-mesk pallennoù du ar gambr, a yeas gwan, ha diverzus, ken e varvjont. A sed ! eus touez ar
stignoù du 'lec'h ma steuzie va son, sed ma teuas, teñval, ha ken dispis, ur skeud - ur skeud seurt a
c'hellfe al loar, o vont izel en oabl, stummañ gant korf un den ; hogen ne oa na skeud un den, na
skeud un Doue, na skeud netra anavezet. Ha goude krenata ur pennad er stignoù, e tisplegas a-blaen
war gorre kouevr an nor. Met displann e oa-eñ, ar skeud, disneuz ha divevenn ha ne oa skeud nag
eus mab-den nag eus Doue - nag eus Doue Hellas, nag eus Doue Kaldea, nag eus Doue AEgupt. Ha
bez' edo ar skeud a-zispleg war an nor, dindan ar gourin kromm, ha ne gomze, na ne fiñve, hogen di
e vane, diflach ha digeflusk. Hag an nor-se, a oa warni ar skeud, e 'n em gave, ma 'm eus soñj mat,
dres e-tal treid ar paotr yaouank, Zoilus, en e liñsel. Hogen goude deomp-ni, ar seizh a oa bodet
eno, gwelout ar skeud o tiguzhat a-douez ar stignoù du, setu na gredjomp ket mirout hor sell warnañ
hag, o stouiñ hor penn, e padjomp d'arvestiñ ouzh donderioù ar melezour ebena. Hag en diwezh,
izel va mouezh, e kredis-me, Oinos, goulenn ouzh ar skeud peanv 'oa ha pelec'h e chome.
26
Hag ar skeud da respont : « Me 'zo SKEUD, hag al lec'h ma choman a zo sko da gavioù-beziañ
Ptolemais, ha tost ivez da gompezennoù du an Helusion, ouzh bevenn stêr hakr ha lous Karon. » Ha
ni, hor-seizh, da lammout gant ar spont diwar hor c'hadorioù, ha ni da skrijañ, da grenañ da
spouronañ, rak komzoù ar skeud ne oant ket komzoù ur boud, hogen un niver boudoù ha, sav-disav
a silabenn da silabenn, e teuent teñval betek hor skouarn evel mouezhioù anav hag eñvoret-mat ur
miliadoù mignoned varv.

Edgar A. POE.
(troidigezh gant Per DENEZ.)
27
Barzhonegoù

Bloavezh mat

Bloavezh mat, va zudoù ker


Ha Levenez e pep kêr !
Da baotred ha merc'hed Breizh
Traoù war an daol, hag e-leizh!
Anduilh, stripoù ha kig moc'h
Ha farz-forn 'leizh ho tivoc'h.
Boutailhadoù - hep tamm droug -
Da zigrazañ toull ho koug
Ti dilogod 'hed ar bloaz
Bec'h d'ar razed gwashoc'h-gwazh
M'hoc'h eus arc'hant, mirit mat
N'afent prestik d' o c'hrignat.
Bezent dinec'h ar re n'eus ket
Paouroc'h 'vit dec'h ne vint ket.

Bloavezh mat ha bloavezh laouen


Seder 'vez ur c'hof diroufenn.

Ha gwelet 'peus e Landerne


Ober tro an Eginane?
Ur paour a zeue war e lerc'h
Un azen gant e sac'had kerc'h
Div baner gantañ war e choug
Da zastum gwestell ha kig bouk.
En ti-mañ-ti al loen mut
A bake traoù mat gant an dud.
E Montroulez e welis c'hoazh
O c'houl kalanna Chann ha Soaz
Ha bremañ kerent, deut va zro
Me a ray ivez, p'am eus tro
Mar plij ganit, moereb Anna
Roit din-me va c'halanna.
KERLANN.

28

HIRVOUD AR FLAGENN

da Roperzh Kolenou

Ha soñj ac'h eus c'hoazh ma c'hoar ag bot bugalerezh ?


Ar Joubiuz.

Soñj ac'h eus, mignon kaezh


Ag ur flagenn didud,
E-mesk torgennoù mut
Etre Bubri hag ar Blaouezh ?

He gwelet a ran gwezh


Gant he fradeier glas,
Maeziou leun a hiraezh
A-is kammdroiou an hent bras...

'lies ec'h aemp enni


E-pad hor yaouankiz,
Evel tremenidi
O klask ur repu sioul d'o giz.

A-hed ar wenodenn
A ra tro ar menez,
Ur c'hoad en em lede
Betek kalon an devalenn,

Pineg leun a hirvoud


Kevrinus ha dister,
Du-hont sonenn ur froud
O redek boull war ar reier.
Pelloc'h c'hoazh gwez kistin.
E-ta1 ur stank didrous
Ennañ loaioù-dour rous,
A guzhe tier ur vilin.

Hag e chomemp 'vel-se


Kollet en hon hune,
Da glevet hep bout skuizh
Bourbloù distumm, bouaret d'ar glizh...
29
Rak ar pezh a zispleg
Klemmvan ar c'hoadeier
A vez mezvus ha c'hwek
Pan deo yaouank ar selaouer!

Trouzioù skinet a-bell


Son an avel el lein
Ha boulloù-pin a gouezh,
En un taol, war an delioù sec'h.

Met dreist-holl faltazi


Hor c'halonoù nevez,
Kan diabarzh hon ene
Leun a c'hoant ha leun a visi...

Huñvreoù dilavar
Ar vuhez a zigor,
Frondoù hoalus an douar
Ha du-hont dasson hir ar mor!

Siwazh! A-c'houde kement a vloazioù.


Ha marv eo bremañ mouezh heson ar c'hoad ?
Ha disliv e kousk en o gweleioù
Hor soñjoù krouadur pan deo deut an oad ?
Mechal hag emaint o vevañ atav
En hon eneoù evel gwezharall ?
O c'hlevet em eus ennon o kanal,
A-dreuz d'an hollved, ken don ha ken brav !

Er morioù dianav hag en inizi


Bleuniet o deus e gerioù pep yezh.
N'em eus ket kollet tan o faltazi,
Rak o anv gwirion a zo barzhoniezh!

Roperzh AR MASON.

30

Krennsonennou

An Avel feulz a c'hell c'hwezhañ.


N'hello ket lazhañ e skleur
D'ar preñv-goulou.

War velezour dour-lenn va spered,


Evel bleunioù lugustr, va soñjoù.
KAN DIABARZH
Dour al lenn hag a seblant difiñv ha mut,
A, klevout da gan arc'hant war chaoser ar sklus!
PEC'HED
Ur ran en noz war lez al lenn :
« O, emezi, ul lamm er steregi ! »
Hogen fank ha dour lous
N'eo ken.
HUN HAG HUNVRE
Goude redek ha c'hoari, e kousk ar bugel skuizh
War flourenn ar prad.
Sed ur valafenn en dro d'e skoaz,
A nij, a boz, a zibrad, en he froudenn,
En dro de benn...
Ur valafenn, pe un huñvre,
Pe fringadennoù skañv ar bugel en e hun ?

War ar per kouezhet, azo,


Petra c'hounij ? Ur valafenn vezo ?
Touell ! Un delienn rous en avel.
Dija ! Gwengolo !
MAODEZ GLANNDOUR.

31

Gouestl ha goulenn

BRATERI MOV
ARTOMAGALV

Mab ar Glen meur, eget re a1l glanoc'h,


ganet eus tir hag a neñvoù stergannek,
kenderv ar ouenn riel, kadour rinel,
dervenn goad res, hep aon, hep oaz, hep krezni,
en e noazh dirazout, Rouanez du,

setu me deut, penndaoulinet end-azaou


da 'z kevarc'hiñ deol, er c'hev teñval,
magerez tud nerzhveur hag hollvrudet, - d
a zivalbiñ ennout, mammenn dihesk,
â Buñs an dour-glanaat, andon vurzhudus, -

da c'houl meiz diganez ivez, ha galloud


fur da c'houarn da Reoù, fiziet warnon,
buz ha buhez d'ar gour, yec'hed d'ar bugel,
d'ar wreg felan ur youl hesent ha boull,
ha d'o c'henel (1) dasorc'h, trec'h ha trevad !

KÊR-NUZ, Eured Lew MDXIII A. L.


ROAZHON, Noz-Hud MDXIII A. L.
G.-B. KERVERZIOU
(1) « Kenel » ; kv. kembraeg « cenedl », pobl.

32

Brosnachadh
GALV D'AR GAD

Alba garet, dihast


Gant prez, ha meiz ar pezh a c'hoarvez
Emañ troad pep genaoueg war da c'houzoug
Ha da vuhez prizius en ereoù.
Ha n'eo ket un danevell c'hwerv ar stad m'emaout-te enni, Dellezek a breder e pep keñver,
P'eo anat da bep unan ar c'hemm degouezhet warnout :
Da dud, deuet da vezañ ken gwan all ?

Ac'h ! Alba, ma 'z eo mervel ha dizeriañ


Da vezañ da lod dit e-keit ha m'emaout o kousket,
Ma 'z eo krinañ gant dispriz kaer,
Neuze avat eo yen tremenvan da bobl.
Ha ne lezi-te gant ar re o deus da garet
Ha mennet da lakaat ez sav
Netra all nemet keinvan
Pa vezi sammet kuit diouto,
Pa raint o c'hañvoù dit-te er bez?

Ma ne vez gwelet kement-se biken avat.


E vezo tan war da dorgennoù brugek o teviñ
Ha naetadurezh dirak ha war o lerc'h.
Adalek Beg Parbh (1) betek mor ar Vaoil (2)
E vezo an tanflamm o sevel d'an neñvoù
Ha meut a diern hag a vaezvroad
O youc'hal « Aiou ! » de izili brevet.

Jord-Campbell HAY,
Poetry Scotland (Barzhaz Alba)
eil rummad.
Troet diwar ar gouezeleg gant Kerlann.
(1) a Cape Wrath » e saozneg.
(2) a Mull of Kintyre ».

33

YSTRAD FFLUR

'Mañ deil ar c'hoad en Ystrad Fflur


Oc'h hiboudiñ en avel
Ha daouzek Abad glan ha pur
Och huniñ eno tavel.

Hag e goudor an ivin glas


'Mañ Dafydd flour e werzenn
Ha lies rener a ganas
O c'hourvez el letonenn.

Ha d'an hañvezh pa zeu d'e dro


Degas bleuñv nevez d'ar maez,
N'eus nep dismantr na adsavo,
Na kelan eus don e vez.

Daoust m'en deus ankoun difur


Sachet reuz war an neved,
Bez' ez eo c'hoazh en Ystrad Fflur
E kavan peoc'h d'am spered.

T. GWYNN JONES.
(diwar ar c'hembraeg : Per Denez).

34
Sonedenn LXXI

Na oueli war va fenn, goude ma vin marvet,


Pelloc'h 'get na glevi gobedoù trist ar c'hloc'h
Oc'h embann em eus-me lezet ken vil ur bed
D'anneziñ da viken gant preñv mil gwech viloc'h.

O, ma lennez va gwerz, arabat eñvoriñ


An dorn hag he skrivas; rak kement az karan
Ma ve gwell an disoñj, pa vin e-barzh ar pri,
'Get koun ez soñjoù kuñv, gant glac'har ha gouelvan.

Ma c'hoarvez, emeve, e lennfes va labour


Pa vezin em c'heler, o vreinañ klenk ha mik,
Diwall na zistagfes, na pa ve, m'ano paour;
Lez kentoc'h da garoud da goazhañ gant va c'hig.

Rak na vagfe da zaer gwidre fallakr an dud


Ha pourchas, ez enep, danvez do c'hoarzhoù yud.

SHAKESPEARE,
(diwar ar saozneg : Per Denez).
35
Keltia

DIWAR-BENN KENDALC'H DULENN 1947

Tra m'edo lod eus Breizhiz o vont gant an tren hag ar vag, e nijen-me eus Pariz da Zulenn e
korf teir eurvezh. Ur veaj plijus-meurbet, ken brav e oa an amzer, ha ken hegarat implijidi ar c'hirri,
koulz Saozon hag Iwerzhoniz. Goude furchadenn dister ar valtouterien e loc'his kuit eus nijva
Collinstown e karr-tan ur mignon, ha treuziñ kreiz Dulenn e-lec'h m'am boe tro da welout
delwennoù O'Connel, Parnell hag an Ti-Post ken brudet. Ret din lavarout un dra diouzhtu : an tiez
bras annezet gwechall gant an noblañs a zo poblet bremañ, alies-tre, gant tud paour-meurbet. Tiez
niverus, a-hend-all, a zo bet savet evit ar vicherourien er fabourzioù ha, war ar poent-se ez eo
Iwerzhon unan eus ar broioù ar muiañ war-raok.

Digoret e voe ar C'hendalc'h d'an 23 a viz Gouere gant ur vodadenn-noz e Skol-Veur an


Hollzeskadurezh (Colàiste na hOllscoile), ha dirak an Ao de Valera e c'hoarias an delenn merc'hed
Kembre hag Iwerzhon, hag e voe kanet gwerzioù hor Bro. Antronoz e krogas al labour evit mat e
Skol-Veur an Dreinded gant prezegenn Roparz Hemon : diskleriañ a reas krouer Gwalarn, en un
doare sklaer-tre, kudenn unvanidigezh rannyezhoù Breizh-Izel. Keñveriañ a reas an Ao. Mac Uilis,
da heul, kudenn rannyezhoù Iwerzhon gant hini ar brezhoneg. Da glozañ e voe kinniget gant ur
c'helenner kembreat, an Ao. Ambrose Bebb, ur mennad da vezañ kaset da ouarnamant Bro-C'hall, o
rein dezhañ da gompren ez eo a-enep d'ar Reizh ha d'ar Frankiz e harz ouzh ar brezhoneg da vezañ
kelennet er skolioù. Kompren a rejod pegen tomm e oa kalon hor breudeur tramor o welout penaos
ec'h asantjont. Klevet e voe meur a brezegenn vourrus en deizioù all : da skouer hini Saunders
Lewis diwar-benn lennegezh Kembre, hini David Graine diwar-benn ar strobinellerezh en Enez
Vanav hag hini ar Senedour An Seabhac diwar-benn stad ar gouezeleg en Iwerzhon. Gant plijadur e
klevas an holl prezegenn an Ao. P. Mokaer, a oa e penn dileuridi Vreizh, diwar-benn stad ar
brezhoneg, ha dreist-holl e brezegenn e yezh Kembre. Ken plijus-all e voe evidomp klevout ur
c'helenner kembreat o rannañ komzoù e brezhoneg.
36
A-bouez-bras e voe an darempredoù gant Iwerzhoniz, Skosiz ha Kembreiz. Pedet e voemp
da goaniañ gant studierien Skol-Veur an Hollzeskadurezh. Tud didroidell, prest da gompren doareoù
ha gizioù ar re all eo Iwerzhoniz. Dañsal ha kanañ a rejod betek kreiznoz : n'eo ket dañsoù giz
nevez a voe graet avat, hogen dansoù ar vro. Hag ur souezh e voe evit Breizhiz gwelout pegen
kreñv eo karantez an dibab evit an dañsoù kozh.
Un oferenn a voe lavaret evit ar Vreizhiz marv e-pad ar brezel, hag e-doug un oferenn all e chapel
Skol-Veur an Hollzeskadurezh e voe prezeget en iwerzhoneg hag e kembraeg gant an Ao. Mac
Grath, arc'heskob Kerdiz.
Biken ne c'hellimp ankounac'haat an degemer a voe graet deomp e ti an Ao. O'Kelley, rener-
meur Eire, hag e ti an Taoiseach, an Ao. de Valera. Er Mansion House e voemp pedet ivez gant tud
an Oireachtas, a zegemeras ac'hanomp gant ur vrokusted hor bamas.
Ar re a c'hellas kaout un nebeut amzer da weladenniñ Mirdi Broadel Dulenn ha levraoueg
Skol-Veur an Dreinded, a zalc'ho koun a-hed o buhez eus an traoù marzhus a zo da vezañ gwelet
eno : kalir kizellet-aour Ardagh, skrin kloc'h St Padrig, spilhenn Tara, pe levr Kell a ra deoc'h
merzout ez-gwir petra eo ar sevenadur keltiek.
Bennozh Doue d'hor breudeur tramor o deus graet deomp kemer fiziañs, muioc'h c'hoazh
eget a-raok, en amzer-da-zont ar Gelted.
Gweltaz BERNIER.

37

Prezegenn ar senedour An Seabhac

Diwar-benn stad ar gouezeleg en Iwerzhon. - Ar gouezeleg a golle tachenn buan-buan da ziwezh


an 19-vet kantved. Tra ma oa c'hoazh 1424 mil den o c'houzout ar gouezeleg e 1851 (war 6.500 mil
en holl) ne chome nemet 640 mil 30 vloaz da c'houde.

N'eo ket souezhus kement-se, avat, o vezañ ma tigreske poblañs bro-Iwerzhon buan-tre
(4.458 mil den e 1900) bag ez ae er-maez eus ar vro ar re baourañ, da lavarout eo ar re a oa o chom
er C'haeltac'ht. Ar vrogarourien, a-hend-all, n'oant ket chalet gant kudenn ar yezh : na Wolfe Tone,
na Parnell n'o doa taolet pled ouzh ar gouezeleg, ha ne ouient ger gouezelek ebet. Cheñchet e voe
penn d'ar vazh pa voe krouet ar C'hevredad-Stourm evit ar Gouezeleg e 1873, hag e 1921, pa voe
dieubet Iwerzhon, e krogas ar gouarnamant nevez da reiñ lañs da emsav ar gouezeleg. Hiziv an deiz
e vez desket yezh ar vro koulz lavaret e pep skol izel en Iwerzhon. Savet ez eus bet, diouzh an tu all,
skolioù-mistri da gelenn ar gouezeleg d'an danvez mistri-skol ; da skouer Colàiste Maibhi a ro
kelennadur, e yezh ar vro d'ar Brotestanted e Dulenn. Tri c'hant ha tregont mestr-skol a vez desket ar
vicher dezho bep bloaz en holl skolioù-mistri gouezelek. E berr amzer e vo barrek war ar yezh holl
vistri-skol Iwerzhon.
Er skolajoù ez eus arnodennoù, dre skrid ha dre c'henou, e gouezeleg. 46 skoliad dre 100 a
c'hell skrivañ ar yezh, ha 385 skolaj a ro un tañva anezhi, d'an nebeutañ, d'ar skolidi. Ret eo d'ar re a
fell dezho dont da vezañ kargidi deskiñ ar gouezeleg, hag abalamour da se e kresk niver ar
ouezelegerien er-maez eus ar C'baeltac'ht.
Ar gudenn vrasañ ha pouezusañ evit buhez ar yezh, avat, eo kavout tud a deurvez ober eus ar
gouezeleg prezeg ar gêr. Kejet am eus gant un den eus an dibab a yae atav e gouezeleg ouzh e
verc'h, hogen na rae ket gant e wreg, o vezañ n'en doa ket kemeret ar pleg d'hen ober.
An Seabhac a zo unan eus brogarourien Iwerzhon o deus graet ar muiañ da lakaat ar
gouzeleg er plas kentañ, ken er vuhez pemdeziek, ken e buhez ar Stad.

Gweltaz BERNIER.
38

THE STORY OF A SUCCESS

(BROGAROURIEZH HA KELENNADUREZH.)

Ha gallout a c'hellomp ober d'ar vugale ur c'halvadenn hep he far. Derc'hel a zleomp d'hor
brud evel ar skol iwerzhonekañ a zo en Iwerzhon. Gwir vibien da Iwerzhon e tleomp bezañ. Gwir
vibien e tleomp bezañ d'ar wazed ha d'ar maouezed a zougomp o anvioù. Feal e tleomp bezañ d'an
hengoun a glaskomp advevañ ha lakaat da badout : hengoun brientinel macradh Eamhain Macha, a
varvas holl, er Roudouz, e « kened o oad flour » ; hengoun uhelawenet Kouc'houlin : « Gwell buhez
verr gant enor eget buhez hir gant mezh », « Ne vern din e vevfen un devezh hag un nozvezh
hepken, gant ma padfe va c'hlod ha va c'hurioù em goude » ; hengoun kaer ar Fianna : « Ni,
Fianna ,ne lavarjomp morse gaou, ha ne voe morse tamallet ouzhomp bout bet fals ». « Nerzh en
hon daouarn, gwir war hon diweuz, glander en hor c'halon » ; hengoun kristen Kolm Kille, « Ma
varvan e vo diwar ar re garantez am eus ouzh ar Ouezeled ». Krediñ a ra din e vezo aes, gant ar
seurt galvadenn, deskiñ paotred Iwerzhon da vezañ kadarn ha diemgar, gwirion ha glan ; sur on
n'eus nep galvadenn all a oufe fromañ muioc'h o c'halonoù pe atizañ muioc'h o faltazi d'an oberoù
meur.
Ar pezh a ra, dreist-holl, talvoud ar vrogarouriezh en desevel-bugale eo ma ro lusk da blegoù
haelañ ar re yaouank, ouzh o broudañ da lakaat er vuhez ar pep gwellañ a zo enno o-unan. Gwir
labour ar c'helenner, d'am meno, eo harpañ ar bugel da vezañ eñ e-unan, en e wellañ hag en e
gaerañ, hag e-se ez eo ar c'halvadenn vroadel a bouez dreist, zoken pa ne glask ket ar c'helenner
ober abostolerezh. Ma ne vefen ket-me ezel eus ar Strollad-Stourm Gouezelek, ma ne vefen ket-me
o servij un uhelvennad, e vefe c'hoazh va dlead, evel kelenner traken, ober eus va skol ar skol
iwerzhonekañ a c'hellfe bezañ.

(POAN HAG HIRLABOUR.)


Gwech em eus c'hoant e teufe ur mondian bennak d'ober deomp donezonoù bras ; gwech all e
santan ez eo gwelloc'h sevel hon traoù ni hon-unan, gant poan ha hirlabour.
39
(AMZERVEZH AN DUD-VEUR.)
Maread harozed : a vire e uhelañ klodoù evit an den-meur a oa dezhañ ar galon ar muiañ bugelel,
evit ar roue a oa e druez ar vrasañ, evit ar barzh a wele ar gened en he gwirañ.

(PINVIDIGEZH AR RE BAOUR.)
N'eus a vrokus nemet an dud paour. Pe, marteze n'heller ket kaout war un dro arc'hant ha menozioù.

( FEIZ. )
Hogos atav, forzh petra a embreger, ez eo gwelloc'h kaout kalz feiz er galon eget kalz arc'hant en ti-
bank... Ma hañval an dra-se bout faos a-wechoù, ez eo peogwir e tic'hoanag ar re a lavar o deus feiz,
peogwir o deus aon mont betek penn o c'hadarnded, peogwir e teu soñj dezho ag ur pec'hed kozh ha
dieñvoret. Setu perak, en istor ar bed, n'eus fromusoc'h na talvoudusoc'h eget danevell an
uhelstrivoù troet da fall. Pep un eus hon eneoù he deus hec'h istor kuzh, dezhi hec'h-unan, a
verzhioù-mat hag a zrouziwezhoù. Lod ac'hanomp a c'hellfe, sur-mat, ren pennekoc'h o emgannoù-
diabarzh ma teufent da veizañ en deus disoc'h mat pe fall pep unan anezho ur pouez war disoc'h
kement emgann all a vezo graet arre, betek diwezh an amzerioù. An uhelvennadoù, douarel pe
doueel, a stourmomp evito, a c'houzañv diwar kement trec'hidigezh en deus anavezet ar Gwir e
kreñvlec'h hor c'halon. Pegen digenvez bennak e c'hell bezañ pep ene en e chomva diwallet-mat,
darn emañ eus un armead hollvedel, ha kement mezh anavezet gantañ a zegas dizenor d'ar banniel.
An doare gwellañ dezhañ da vezañ feal d'e uhelvennadoù, ha d'e uhelvennad meur, eo bout feal
dezhañ e-unan da gentañ.
Ker bras levezon a zo gant pezh a anavomp a-hanter hepken, pe n'anavomp tamm, ennomp
hon-unan hag er re en-dro dimp, ma ne c'hall den kammed gouzout asur penaos e troio e raktresoù.
Hogen ma reomp ez gourel ar pezh a gredomp reizh hen ober, e teuimp a-benn, hep ket a var, da
seveniñ, dre hir amzer, un dra bennak. Marteze n'eo ket an dra a huñvreemp anezhi da gentañ a vo
sevenet; marteze e hañvalo d'ar bed, pe deomp zoken, hon eus c'hwitet. Hogen n'eo ket d'ar bed
d'hor barn, ha peurliesañ e c'hoarvez d'an den skuizh ha kerseet bezañ re galet en e soñjoù diwar e
benn e-un.

(NERZH. )
N'eus sotoc'h o sorc'henn eget an nebeut tud tenerik-se a gred ez eo echu, pe war-nes echuiñ, beli an
nerzh ; ez eo bet kaset da get lezenn kozh-douar ar striv diziwezh ; na vo hiviziken brasoc'h dlead
da zen eget bout seven ha dereat.
40
Ma lavaran ez eo c'hoazh kentañ dlead pep den bezañ mat, e vo tamallet ouzhin na zistagan nemet
traoù boutin-boutin ; hogen din-me emañ ken anat-all ez eo ivez dlead pep den bezañ kreñv. Ar pezh
a vank deomp eo kaleter an henamzerioù. Emgannoù a vezo, didrouz ha didruez, pe krozleun ha
spontus, keit ha na vo ket fin da ved pe neñv; ha gwa hennezh a gilo pa dremeno e gelenn e-biou
dezhañ, rak eñ hepken a zellez bout daonet. E-se ez eo eus ar rekisañ-holl ma tesavfemp pep bugel
da vezañ ur soudard mat, dezhañ da c'houzout, pa vo ret, embreger ar stourm evitañ e-unan, evit e
bobl, hag evit ar bed, ar stourm speredel koulz ha danvezel. Hag atav e chom gwir ar gerstur
osianek : « Nerzh en hon daouarn, gwirionez war hor gweuz, glander en hor c'halon ».

(LEVENEZ AN EMGANN.)
Kanet eo bet, diwar-benn ar Ouezeled, e vezont sart pa' z eont d'an emgann, ha trist pa'z eont
d'ebatal. Nevez 'zo ez eo bet livet Iwerzhon, gant skrivagnerien estren, evel ur vro drist eus an
tristañ, peogwir o doa an dud-se gwelet he fobl en he gouelioù dreist-holl : en Oireachtas, e-tal ar
redva, pe e-doug ur banvez politikel paeronet gant an Ao. John Dillon. Ha gwir e oa ar skeudenn
roet ganto : levenez ar stourm a zo abaoe pell dianav en Iwerzhon hag a-hed an dek bloavezh
diwezhañ ez eo bet an darn vrasañ ac'hanomp evel Fionn goude e emgannoù - « pounner hor c'halon
gant an dic'hoanag ha spont an emc'houlenn ». Amañ, e skol St Enda, hon eus klasket mirout en hon
dirak skeudenn Fionn e-kreiz e emgann - dichastre ha seder, gant al lusk-penn kalonek ha
mousc'hoarzhus-se a zo bet ur jestr divarvel en istor Iwerzhon ; ar jestr a reas Emmet pa save d'ar
groug e Thomas Street, o wenc'hoarzhin, eñ hag a zileze kement : ar jestr a rae nevez 'zo an tri-se a
gouezhe e Manchester. Pa lavar tud e vo Iwerzhon eürus kerkent ha ma'z aio he labouradegoù en-
dro ha ma vo leun he forzhioù gant listri, e komzont ken diboell ha ma kontfent diwar-benn ur sant
kollet pe ur c'haredig disprizet : « Eürus 'vo hemañ adarre p'en do arc'hant leizh e c'hodell. »
Gouzout a ouzon na vo ket Iwerzhon eürus a-nevez keit ha n'he devo ket kounaet jestr c'hoarzhleun
ar paotr yaouank o vont d'an emgann pe o sevel d'ar groug.

(BEVAÑ BRAV.)
Ne c'heller ket bevañ brav pa garer re ar vuhez.
41
(KENED AN AMZER GOZH.)
C'hwitañ a ra kalz kelennerien dre an abeg ma klaskont, e-lec'h en em sevel int o-unan betek o
diskibled (war dachenn ar vuhez-ene, ar from hag ar faltazi, a fell din lavarout), dre ma klaskont,
emeve, diskenn o diskibled betek enno. E-lec'h reolennoù-buhez uhel-tre daoust ma 'z int iskis a-
wechoù, e-lec'h ur brederouriezh laouen hag hentezkar, e-lec'h gweledigezh ar beurgened hag ar
wirionez tizhet dre huñvreoù boemus hag alies fentus ar bugel - e-lec'h kement-se e tegas ar
c'helenner doareoù-soñjal strizh ar bed, ha reolennoù-buhez izel an tiez-bank. Treiñ a ra hor
C'hristeniezh da Zereadegezh. N'eo ket a-walc'h deomp kenteliañ an dek gourc'hemenn a zisplegas
Doue a-greiz an taranoù hag a lavaras Krist deomp o heuliañ ma karfemp mont er vuhez peurbad,
hag ivez sturiennoù an Iliz a zo hon dlead selaou outi : lakaat a reomp ouzhpenn-se gourc'hemennoù
ha sturiennoù an Dud Dereat. Setu ar c'hwec'h pouezusañ anezho : ne di biken betek penn da
soñjoù, nag en droug rak aon bezañ lakaet en toull-bac'h, nag er gwir rak aon e rafed ur sant
ac'hanout ; Ne roi da wenneien rak aon na deufes paour; Ne bledi gant kenwerzh pe labour kalet rak
aon na lousafes da zaouarn ; Ne valei dre ar straedoù o tougen pakadoù rak aon na c'hoarzhfe goap
warnout ar vourc'hizien ; N'az po nep uhelvennad rak aon na ves sellet evel ur foll gant an
abiennerien hag o implijidi ; Ne lakai da vicher en arvar. - Bez 'ez eus bet tud o kelenn ar
Gristeniezh vezhus-se er skolioù kristen, oc'h ober meul anezhi er c'hadorioù-prezeg kristen, a zo
ken. Al lavaroù diwar-benn al lili er parkeier hag an evned en aer, hag ar respont da Vartha p'edo re
chalet gant kalz traoù, ne seblantont ket, war a ziskouezer, bezañ mat ken en amzer-vremañ. Ma
n'int ket mui mat, neuze ne dalvez mui ar Gristeniezh netra, rak ar re-se a zo da gentañ e-touez
lezennoù ar C'hrist.
Enebourien vrasañ ar Gristeniezh vevet a zo bet atav an dud dereat. Ha kreñvaet c'hoazh eo
bet treuzsoñjoù an dud dereat gant an arboellouriezh. Sur on ez eo bet ijinet an arboellouriezh, neket
gant Adam Smith, hogen gant an diaoul. Marteze e oa Adam Smith ur benveg etre daouarn an
Droukspered, en hevelep doare ma voe implijet Adam gozh, gwechall, a-benn lakaat an dud da
veizañ, evit o brasañ gwalleur, petra oa an dereadegezh. Ne lez an arboellouriezh tu ebet da vevañ,
na d'an dud, na d'ar pobloù. Evit ar re-se ez eo ar vuhez ur stourm etre an droug hag ar mad, ha
neket etre feurioù-kenwerzh. Ha petra o deus Ricardo, ha Malthus, ha Stuart Mill da zeskiñ deomp
diwar-benn an droug hag ar mad ? Tud ha pobloù, devit ho levrioù a-zivout an arboellouriezh, ha
distroit d'ar saga kozh.
42
Ma ne zistroit ket d'ar saga, e teuio ar saga d'ho kaout en ur reizh nevez : rak un dra divarvel
ha spontus eo ar saga, un dra n'hall ket bezañ torret he galloud, na gant an Dud Dereat, na gant an
Arboellouriezh. Displeget e vo ar gwirionezioù kozh en un doare nevez, hag adarre e vo kanet ar
glac'haroù hag al levenezioù kozh. Ar gened a zo evel dilhad ar wirionez, pe kentoc'h ar wirionez a
zo ar stumm m'en em ziskouez ar gened dindanañ ; ha neuze e c'hellomp lavarout ez eo ar gened
ken dizistrujus hag an danvez, daoust ma c'hall he stumm-diavaez kemmañ. Pa soñj deoc'h hoc'h
eus en em ziwallet mat outi gant ho mogerioù kreñv, setu ma plav warnoc'h, liesniver. N'ouzon ket
penaos ha dre be hent e tistroio ar gened kozh deomp er c'hantved-mañ : dre ar c'hoariva broadel
marteze, pe dre ur varzhoniezh nevez o sevel diouzh ar c'hêriadennoù iwerzhonek.
Distreiñ a raio, avat, hag he distro a vo evel distro Ael an Aotrou, pa hañval ur heure nevez
tarzhañ da greisteiz.

(UHELAÑ TRA. )
Uhelañ tra a c'heller da ober a zo servijout.
(KOMZ HOR YEZH.)
Ma komzomp iwerzhoneg, n'eo ket peogwir ez eo an iwerzhoneg ur yezh kozh ha kehelus-kenañ,
n'eo ket peogwir e tizoloer drezañ un henlennegezh eus ar re vravañ, met peogwir ez eo hor yezh-ni.

(GWAD MIBIEN IWERZHON.)


Gwad Mab Doue a zo bet ret da zaspren ar bed. Gwad Mibien Iwerzhon a vo ret da zaspren
Iwerzhon.

Padrig MAC PIARAIS


Pennadoù dibabet ha troet gant Per DENEZ
43

AR BREZEL DIABARZH E 1922 HA GOUDE

Dalc'het e vezo bet soñj eus ar skrid feur bet sinet, etre Eire ha Bro-Saoz gant Arzhur
Griffiths, Mikael Collins hag ar gannaded all, ha penaos e oa bet degemeret gant Dàil Eireann war-
lerc'h ur vreutadeg hir. Degemeret e oa bet ivez gant un dreist-niver dister a vouezhioù : peder pe
bemp evit un Dàil, e-tro 120 a gannaded ennañ.
Neuze kannaded trec'het ar Republik a sachas o skasoù ganto e-maez an Dài1, graet ganto o
menoz dilezel ar bodad-se a-grenn.
Anat mat da gement arvester e vane an Dàil-mañ bet anvet e 1918 diwar vouezhiañ ; hep ere
ebet ken gant menozioù ar bobl, hag e oa an dud, dre vras, hag e pep lec'h a-du gant ar Feur.
Ma 'z eer d'an traoù gant selloù ur soudard, miret mat e vezo da goun edo e dalc'h an IRA
koulz lavaret an holl archerien hag an holl soudarded e kazarnioù ar vro. Paotred an IRA a oa an
darnvuiañ anezho, leal d'al le o devoa graet da zerc'hel Republig Iwerzhon sonn en he sav, hep na
vije taolet pled ouzh c'hoantoù ar bobl. Sevel a raent a-du gant Mari Mac Swiney (c'hoar aotrou
Maer Korkig), gant De Valera, Erskine Childers hag ar Gannaded end-eeun a oa en em dennet e-
maez an Dàil.
Edo Mikael Collins o lakaat buan-buan an Arme Vroadel en he sav. Aes-tre e voe dezhañ
kaout harnezioù Soudarded digant gouarnamant Bro-Saoz, enrolliñ Iwerzhoniz bet soudarded
c'hoazh, pe en IRA, pe en arme saoz, pe re-all ha n'o devoa ket en em gannet biskoazh. Gwisket e
voent gantañ en hor gwiskamantoù gwer teñval deomp. Gant difrae ec'h anvas da ofiserien ha da is-
ofiserien gwazed a fiziañs, leun a skiant-prenet, ha buan e voent lakaet da embreger. Ne oa ket bet
dilezet ar vro a-grenn gant ar bagadoù brezel saoz hag e lezjont e kerz Iwerzhoniz an arme vroadel
nevez, kamp Curragh, e kontelezh Kildare ha kazarn Beggar's Bush e Dulenn. Banniel triliv ar
Republig : gwer, gwenn, orañjez, bremañ banniel a-berzh-stad ar Stad Dieub, a stlakas uhel a-us da
gement savadur ar gouarnamant. Tamm-dre-damm e kuitaas bagadoù-brezel ar Saozon ar peurrest
eus ar c'hazarnioù e Dulenn ha kalz a harnezioù saoz a voe prenet gant ar Stad Dieub.
44
Ur vouezhiadeg-veur a voe graet e penn kentañ ar bloaz 1922, un hollguzuliadeg, e
gwirionez, a-zivout ar Feur. Gouzout a ouie ar Republikaned e vijent bet trec'het er votadeg, met De
Valera ha Collins a voe a-unan evit ma vije bet lakaet war ar renk un niver heñvel a zanvez-
kannaded.
Ar Republikaned, o vont da heul o mennad dinac'h mont en Dàil keit ha ma vije ret-holl ober al le
da chom feal da Roue Bro-Saoz, ouzh e anaout evel Pennrener Kenglad (Commonwealth) Broadoù
Breizh-Veur. E-tro 15 pe 20% hepken eus ar mouezhioù a yeas d'ar Republikaned hag an toulladig
Republikaned dilennet a nac'has derc'hel o c'hadorioù en Dàil. Arzhur Griffiths a voe lakaet da
Bennministr (Premier) pe Bennrener, e-lec'h De Valera. Ur guchennad « Labouridi » a yeas da ober
ar strollad eneberien nemetañ. Ouzhpenn e oa un nebeudig dizalc'hidi (Independent) saozgar ha
kannaded « vroadelourien » kozh.
Ne vern war be du e seller ouzh ar Feur, pe ouzh rannadur ar vro troc'het diouti c'hwec'h
kontelezh war div-ha-tregont, pe ouzh al le d'ar Roue, ar poentoù-se a oa bet displeget kaer a-zirak
ar bobl hag ar pep muiañ anezhi en doa mouezhiet a-vil-vern da lavarout o degemerent.
An diviz digor-mañ, an IRA hag ar Republikaned a nac'has e zegemer, hag e tarbarjont
enebiñ outañ dre heg ha gant armoù. Kentañ gentel ar beli-gwerin honnezh ne oa ket bet desket ober
diouti c'hoazh !
Neuze e stagas an IRA da skrapañ kannaded ha senedourien 'zo, en o zouez ar rener-
prezegennoù en Dàil (the Chairman). Hini pe hini eus an dud-se a zeuas a-benn da dec'hout. Evit ar
re all, dalc'het e voent, pe fuzuilhet. Gwashaat a rae an traoù. Un toullad Republikaned a voe paket
gant Iwerzhoniz a-du gant ar Stad Dieub hag hiniennoù lazhet evel tud-ouestl (hostages). Tro mare
Pask 1922 e lakaas an IRA he c'hraban war veur a savadur boutin e Dulenn, ar re bennañ anezho : al
Lezvarn ( Four Courts), ul lec'h a-bouez-bras, sko ouzh al Life (river Liffey) hag ar c'haeoù. Edo
Ruairi O'Connor e penn ar c'hreñvlec'h-se.
O'Connel, jeneral an arme vroadel o tont da Zulenn eus ar c'h-Curragh, a voe tapet prizoniad
gant an IRA ha degaset d'al Lezvarn (Four Courts). Gouarnamant ebet, anat, n'hellje gouzañv seurt
dismegañs, hag ar Saozon, o devoa soudarded ganto c'hoazh e Dulenn a oa krog da chalañ ivez. An
diviz diwezhañ (ultimatum) a voe kaset da Ruairi O'Connor. Hemañ hen nac'has; neuze e voe
argadet al Lezvarn, bombezet ha pulluc'het. An holl savadurioù all e dalc'h an IRA a voe taget ivez,
peurgetket Straed O'Connel Uhelañ (Upper O'Connel Street) hag a oa bet espernet e 1916.
45
Cathal Brugha (Brùa) a oa e penn an IRA er c'hornad-se. Paket e voe Ruairi O'Connor.
Cathal Brugha avat a nac'has en em reiñ ha lazhet e voe. Edo Dulenn distlabez diouzh an IRA
bremañ. Ur sizhunvezh bennak a oa bet ret evit distlabezañ kêr.
An darnvuiañ eus paotred an IRA a zeuas a-benn d'en em dennañ kaer war-du ar maezioù
hag e stourmas o gward-adreñv emgannoù bihan en ur gilañ davet tu ar c'hornog hag ar c'hreisteiz.
Pilet a voe gwez, da sparlañ an hentoù, torret pontoù. Graet e voe a bep seurt diouzh daleañ
araokaat an enebourien.
Neuze eo e santas an IRA ar bras a gemm a oa etre ar brezel emzieubiñ hag ar brezel-
diabarzh. En hennezh e oa bet ar bobl a-du ganto, hag o devoa bet gellet kaout bod ha skoazell
koulz e kêr ha war ar maez. Bremañ avat e kavent an holl troet en o enep. Fae o devoa graet war
youl ar bobl, diskleriet sklaer hag e pep frankiz, hag ar bobl a oa o reiñ degemer mat ha skoazell
d'an arme vroadel e-keit, ha m' edo homañ o vont war-raok oc'h aloubiñ ar c'hêrioù bihan an eil war-
lerc'h eben.
Gward-adreñv an IRA a stourmas e Killbride ( Cill Bhride) un ode e penn kornaouek
tolzennad menezioù Dulenn hag en em silas kuit dre naoz ar stêr dre greiz an noz hag el latar.
Bray, war an aod, a voe kollet en ur ober un devezh. Wicklow, Arklow, Gorey a gouezhas
buan d'o zro an eil warlerc'h eben. O c'hortoz edod gwelout Waterford, lec'hiet a- zoare war c'hlann
ar stêr Suir (distagañ : Chour) o terc'hel ur pennadig amzer. En em zaskoriñ a reas kerkent ha ma
teuas an arme vroadel war wel war ribl an hanternoz.
An araokadeg en argoad menezioù Lahin (Leinster) ne voe ket ken buan hag an araokadeg o
tont eus Dulenn, kreizenn o vont war emledanaat a-gelc'hiadoù brasoc'h brasañ bepred.
Evit-se e oa ret teurel evezh bras ha kaout kalz muioc'h a wazed. An IRA, renet gant Erskine
Childers, Seàn Milroy, De Valera ha re all, a oa en o dalc'h ul linennad oc'h hedañ, dre vras, ar stêr
Siannon (Shannon) hag eus Athlone da g-Clonmel, gant, sko ouzh ar c'hornog hag ar c'hreisteiz,
linennoù Souzañ brasaozet. Pellik-a-walc'h o divije gellet derc'hel al linenn-se, renet ma oant a-
zoare gant Childers, ha pa ne vije ket deuet da soñj penn bras al Lu kas an traoù da benn e stumm
all. Childers a oa anezhañ un den dedennus meurbet, hanter-Saoz, protestant, bet savet avat e
Wicklow.
46
Soudard gant ar Saozon e oa bet e-pad bloavezhiennoù. Skrivet en devoa al levr brudet-mat : « The
Riddle of the Sands » (Divinadell an Traezhennoù). El levr-se e roe da c'houzout da Vro-Saoz e
tarzhje prestik ar Brezel Bras. Ar Stad Dieub a feurmas un nebeud listri hag a zilestras soudarded,
trumm ha dic'hortoz-kaer e porzh-mor Korkig. Ar re-mañ a gemeras buan penn o hent etrezek kêr.
Saouzanet-mik e voe an difennourien ha ne enebjont ket, evit gwir. Kontelezh Korkig - an tu kornog
anezhi - a voe aloubet buan gant an Arme Vroadel. Soudarded an IRA a rankas tec'hout en argoad,
d'ar menezioù lec'hiet e kreisteiz Tipperary.
Un nebeud devezhioù war-lerc'h an dilestradeg e Korkig e voe dilestret soudarded all
c'hoazh e Westport e penn pellañ Kontelezh Mayo. Heñvel a c'hoarvezhas amañ adarre. Dic'hortozet
e oant, hep den ebet o klask herzhel outo peogwir e oa troet an holl linennoù-difenn en tu enep,
etrezek ar stêr Shannon hag ar reter !
Ne voe ket pell, ma voe aloubet Bro-g-Connacht gant ar Gouarnamant. Ar c'hornad
diwezhañ da zerc'hel penn c'hoazh a oa tolzennad Tipperary, e penn mervent ar Gompezenn Vras.
Gronnet a bep tu gant an Arme Vroadel, en ur c'helc'h strishoc'h-strihañ, e kouezhas Clonmel etre o
daouarn. Paotred an IRA, Sean Milroy en o fenn, a dec'has d'ar menezioù hag, ur wech lazhet
Milroy, echu e oa pep tra.
Pa lavaran e oa echu pep tra, ne gontan ket an « naetaat » na taolioù an dennataerien, a voe
kendalc'het e-pad ur pennad goude zoken m'en devoa en em roet De Valera ha ma voe
gourc'hemennet ehanañ da dennañ.
Bremañ avat, d'ar poent-se end-eeun m'en devoa ezhomm ar Stad Dieub kaout endro dezhañ
ar wazed furañ, da ziazezañ ar peoc'h ha da sevel urzh ar Stad nevez, diskaret e voe ar Pennrener
Arzhur Griffiths a-daol trumm gant ur c'hleñved-kalon. Seizh devezh klok war-lerc'h kement-se,
hag eñ oc'h ensellout soudarded e kornog Korkig, setu m'eo lazhet Mikael Collins gant un tennataer
kuzh. Glac'har vras a voe dre ar vro a-bezh. Bras e oa ar c'holl ivez. William T. Cosgrave a voe
lakaet da bennministr e-lec'h Griffiths ha sikouret e voe gant ur bodad gwazed gouest chomet
dianav betek neuze. Earnest Blythe a voe lakaet da Vinistr an Arc'hant ha Kevin O'Higgins a voe
fiziet ennañ lodenn ar Reizh. Tud gouest arall c'hoazh a voe kret evit an Deskadurezh, al Labour-
Douar, ar Brezel, an Aferioù A-Ziavaez, h. a... War an tachennoù-se pep hini anezho a gave labour
da ober hag e-leizh.

47
Koulskoude ne oa ket diazezet mat ar peoc'h c'hoazh er vro. Kalz re a dennataerien a rae o
reuz eno. Lakaet e voe un deiz ma rankje pep unan degas e armoù. Piv bennak a vije bet kavet war-
lerc'h an deiz merket un arm gantañ a vije fuzuilhet. Pezh a voe graet, gant kalz a efed ret eo anzav,
pa ne voe bet ret fuzuilhañ nemet c'hwec'h den hepken. Siwazh Doue ! ar c'hwec'h-se a oa ...Erskine
Childers unan anezho !
E-giz-se ez echue ar brezel anvet : Brezel-Diabarzh ; ar frouezh fallakr a daolas avat, a voe
santet e-pad pell-amzer c'hoazh. Ar c'hwervoni a leze war e lerc'h, an traoù distrujet gantañ, a zaleas
adsavidigezh ar Stad nevez ha yec'hed arboellerezh ar Vroad.
Dalc'het e vezo bet soñj penaos, adalek ar penn-kentañ o devoa nac'het an eneberien
republikan anavezout lezennoù diazez ar Stad ha mont da Gannaded en Dàil. Ne gemerjont perzh
ebet el labourioù a oa da seveniñ evit adsevel ar vro.
Ur pemp bloaz bennak war-lerc'h dibenn ar Brezel Diabarzh e voe skoet trumm ar Vroad
gant ur barrad euzh : lazhet Kevin O'Higgins ur sulvezh d'ar beure m'edo-eñ war hent an iliz da
gaout an oferenn. Morse ne voe kavet roud ebet eus ar vuntrerien. Anat-mat eo koulskoude e oa ar
re-se enebourien bolitikel dezhañ.
E-keit ha m'edo c'hoazh an dud o virviñ gant ar gonnar outo, setu ma lakaas an Aotrou
Cosgrave an Dàil hag ar Sened da asantiñ d'ul lezenn : hiviziken e vo tennet e garg digant ur
c'hannad ma ne zeu ket da zerc'hel e lec'h er bodadegoù.
Dre-se e rankas ar Republikaned c'hoari e giz all, pezh a roas tu d'an Aotrou de Valera da grouiñ ar
gostezenn nevez : « Fianna Fàil » a asantas mont en Dàil hag ober al le - betek gouzout ! - en doare
da c'hellout lemel al le-se evit mat en ur chom a-du gant reolennoù ar vro. Begenn ar Republikaned,
Mary Mac Swiney da skouer, a lakaas ar bec'h war de Valera, an treitour. E-kerz ar vouezhiadeg
warlerc'h avat e pakas « Fianna Fàil » ouzhpenn 20 dre gant eus ar plasoù. Er vouezhiadeg da
c'houde 30 % a sachjont ganto hag e 1932 e tapjont an niver-dreist, chomet ganto abaoe. Dre-se e
teujont a-benn da gas da get al Le ha da zinac'h paeañ d'ar Saozon an telloù-bloaz diwar zouar, daou
boent pennañ en o roll-mennadoù adalek ar penn-kentañ.

Oscar MAC UILIS


troet diwar ar saozneg gant KERLANN.
48

AERLINNTE EIREANN
(HENTOU-NIJ BRO-EIRE)

Un dra nebeut anavezet c'hoazh : emañ Bro-Iwerzhon o tont da vezañ unan eus ar broioù
pouezusañ hag ivez unan eus ar broioù araokaetañ evit ar pezh a sell ouzh an dougen tud ha
pakadoù dre girri-nij.
Lec'hiet eo diouzh ar c'hentañ, penn-pont europat ma 'z eo a-dal da Amerika. Lindbergh e-
unan a lavaras diwar he fenn e oa « unan eus pevar c'horn ar Bed ».
Gouarnamant ar Stad nevez ne chomas ket dall ouzh an emsavioù-se. Ken abred ha 1919
Alcok ha Brown, kentañ nijerien a dreuzas ar Mor Atlantek, a zouaras e Kontelezh Galliv. E 1929
un Iwerzhonad, Fitzmaurice a zibradas diouzh Bro-Iwerzhon evit treizañ an Atlanteg. E 1935, ar
C'horonal Lindbergh a ziouganas da Vro-Iwerzhon e vefe, en amzer da zont un dachenn
treuzatlantek evit ar c'hirri-nij. Ar bloaz war-lerc'h e voe embannet al lezenn o reizhañ an
nijadennoù.

D'an 22 a viz Mae 1936 e voe ganet Aer Lingus, un anv e gouezeleg o talvezout kement ha :
bagadoù, pe strolladoù- nij, e-keit ha ma oa Aer Rianta (Hentoù-nij) ur gompagnunezh krouet bloaz
goude, e miz Ebrel 1937.
Aer Lingus a reas an nijadenn gentañ eus Dulenn da Vristol d'ar 27 a Vae 1936. D'ar c'houlz-
se ne oa nemet daouzek den oc'h ober war-dro.

Unnek bloaz a zo abaoe. Bremañ ez eus ouzhpenn triwec'h kant den en Aer Lingus. Ar
rouedad linennoù dre aer a dizh Lunden, Liverpoull, Manchester ha Glasc'ho, a ere Eire ouzh Pariz,
Brusell hag Amsterdam (1). Bremañ ez aio dizale da dapout Bro-Helvetia, Bro-Italia, Bro-Norvegia,
Bro-Sveden ha Bro-Danmark, hag ivez Bro-Spagn pe Bortugal.
Da linennoù diabarzh ez eus e Bro-Iwerzhon ar servij etre Dulenn ha Béal Feirste (Belfast)
hag ar servij etre Shannon ha Dulenn ( Baile Atha Cliath).

(1) E miz Eost 1947 hepmuiken eo bet dougennet 20.810 beajour gant kirri-nij Aer Lingus.

49

Emañ Aer Lingus o vont da lakaat en implij war hedoù-nij berr evel Dulenn-Lunden, ha
Dulenn-Paris an nijerezed meur brudet « Constellations » (Steregi). Dre-se e vo boulc'het un
dachenn nevez en istor an dougennañ dre aer.

Rouez eo an Iwerzhoniz ha n'o deus ket unan bennak kar er Stadoù-Unanet. Liammoù start
ez eus eta etre an div vro. Dleet e oa da Eire kaout ul linenn iwerzhonat war-du ar Stadoù. E sell eus
kement-se e voe krouet e 1946 un trede kompagnunezh anvet, en iwerzhoneg atav : AERLINNTE
EIREANN, e-keit ha ma chome gant Aer Lingus al linennoù-nij europat. O vezañ m'eo chomet
Iwerzhon e-maez ar brezel, he deus gonezet arc'hant. Diouzh an tu all, harpet eo gant Iwerzhoniz aet
da chom er Stadoù. N'eo ket souezh eta ma kavont eno skoazell, ha pezhioù kirri-nij a c'hellont
paeañ gant dollarioù.
Shannon a vo ar penn-linenn. Unan eus kaerañ aerborzhioù ar bed eo Shannon hag unan eus
nijlec'hioù buhezekañ Europa. Betek-hen eo deuet da Vro-Eire pemp « Stereg » Lockheed a-douez
ar re da vezañ lakaet en implij etre ar vro-mañ hag Amerika. Bleniet e vezint gant skipailhoù eus an
dibab, bet desket er Stadoù-Unanet hag e raint enor d'ar gompagnunezh AER LINGUS brudet a-
c'houde daouzek bloavezh evit bezañ unan eus gwellañ kompagnunezhoù ar bed-holl e-keñver
servij an dud.
D'ar 17-vet a viz Meurzh 1948, gouel broadel Sant Padrig, un nijerez « Stereg » eus
Aerlinnte, hec'h anv « Saint Patrick » a zouaro e Nevez-York war dachenn La Guardia. Un devezh
bras e vo.
Kerkent all e krogor div wech ar sizhun gant ar servij Shannon - Boston ha Nevez-York, teir
gwech ar sizhun zoken a-benn an hañv a zeu.

E 1935 eo e voe dibabet al lec'h a zeree ar muiañ ouzh un dachenn kirri-nij. War c'hlann
genou ar stêr Shannon ouzh tu an hanternoz, el lec'h ma teu ar stêr Fergus da veskañ he dour gant
hini hirañ aven Bro-Iwerzhon, eno eo e voe kavet e oa an dereatañ.
Ra vezo trugarekaet an Aotrou Seàn Lemass, eil pennvinistr Eire ha ministr an Ijinerezh hag
ar C'henwerzh. Hirwel a-walc'h e voe evit diougan d'e vro un amzer da zont leun a sked evit pezh a
sell ouzh an aernijerezh hag ar beajoù dre aer ha meur a vloavezh hir a voe kaset gantañ o studiañ
dre benaos o c'has da benn.

50
Ijinourien, amzeroniourien brudet dre an holl vroioù a zibabas al lec'h. E 1935 ne oa anezhañ
c'hoazh nemet douar krenegellek, dilatar-kaer avat ha distrobell-kaer a bep skoilh tro-dro. Mat en
devoa lavaret Lindbergh e stoked eno ouzh Europa dre veg he fri. An nijer brudet a voe goulennet
ivez digantañ e ali.
Raktal e voe divizet kregiñ gant al labourioù, a voe kaset buan da benn.
Un dra dibar a zo da Aerborzh Shannon : bez' ez eo, war un dro ur porzh war zour evit ar
bagoù-nij e Foynes hag, e Rineanna, ur porzh meur evit ar c'hirri-nij war zouar. Amañ eo bet savet
pevar hent kirri-nij a-zoare a c'hell degemer ne vern pe nijerez hep damant ouzh he ment.
E-pad ar brezel eo chomet sac'het pep tra, abaoe ar peoc'h avat, da lavarout eo adalek miz
Gwengolo 1945, eo aet ar monedoneoù war greskiñ dalc'hmat. Hiziv an deiz eo Shannon pennañ
kroazhent al linennoù kirri-nij etre ar Stadoù-Unanet hag Europa. Ur wir gêr eo, dezhi un ti-bank
hag un ti-post ha tiez dileuridi kompagnunezhioù linenn-aer a zo er bed. Hollvrudet eo ivez e-mesk
an dud lipous ar boued a vez servijet e ti-debriñ an aerborzh.

E 1937 e voe savet Aerborzh Collinstown, unnek kilometrad bennak diouzh Dulenn war-du
an hanternoz. Dilezet e voe Baldonnell, tachenn-nijal soudarded Breizh-Veur gwechall, lec'hiet e tu
mervent da Zulenn.
E 1940 e tibrade an nijerez kentañ diwar dachenn-nijal nevez Baile Atha Cliath. Eno eo bet
saveb ur mell ti kaer diwar raktres an ao. Desmond Fitzgerald, tisavour, pep aezamant ennañ, da
zegemer burevioù an aerborzh.
Da zigentañ ne oa nemet hentoù kirri-nij dindan c'heot, bremañ avat e weler eno tri hent
kalet e simant.

Setu aze, e berr, un damskeud eus kresk ha berzh-mat an nijerezh e Bro-Eire. AER LINGUS
he deus da arouez ar velchonenn c'hlas divaskellek. Ostizezed an aer, merc'hed desket, hegarat ha
kaer, a rank gouzout ivez un tamm gouezeleg.
Hag an darempredoù gant Breizh, emezit-hu ?

51
C'hwi a oar e vez kaset hor sivi da Zulenn dre garr-nij. Kaoz a zo bet eus ur gompagnunezh
« Air Bretagne » (Aer Breizh). En hor bro avat, rivinet ha paour n'ez aio ket an
traoù ker fonnus all. Hetomp gwelout un deiz - spi mat em eus her gwelin - kirri-nij Eire o tont da
Wipavaz, ha Brest adsavet ereet dre aer ouzh Dulenn, Glasc'ho, Breizh-Veur, Pariz hag all... Ne vern
penaos, e vezo ur skouer dirak hon daoulagad : Bro-Iwerzhon.

KERLANN.

D'ar sadorn 29 vet a viz Du eo bet graet ar gentañ beaj war al linenn iwerzhonat Dulenn-Roma. An
41 den douget di dre garr-nij, en o fenn an aotrou Seàn Lemass, ministr Eire evit an Ijinerezh hag ar
C'henwerzh a voe degemeret gant ar Pab.

DIGORADUR BUREVIOU « AER LINGUS » E PARIZ

Diriaou d'an 23 a viz Here e voe graet gouel digoradur burevioù Paris ar gevredigezh
iwerzhonat kirri-nij. Kinniget e voe d'ar c'hant bennak a gouvidi diedoù brudet ar vro : whisky (1),
gin ha bier mat, hag ivez war felpennoùigoù bara, boued a bep seurt o tont eus Eire : kig eog
mogedet, morzhed-hoc'h, amanenn, silzig... servijet gant mevelien an Ostaleri Ritz.
Ouzh ar voger e oa ur mell kartenn o tiskouez hentoù nijerezed Iwerzhon dre Europa, gant ar
gerioù-man a-us : AERLINNTE EIREANN - AER LINGUS. Ar velchonenn divaskellek, e stumm
arouezioù a voe douget gant kalz. Rener Pariz, an aotrou Mikael Fitzgerald ne reas prezegenn ebet.
Ingalet e voe avat, e-touez an dud, ur mouladur saoznek e gwer, hag unan skriverezet e galleg o
taolenniñ un dezrevell eus oberiantiz ar gevredigezh. Berzh mat a betomp da « AER LINGUS » e
Pariz hag er bed a-bezh.
(1) Whisky a zo ur ger saoznek diwar an iwerzhoneg : uisge beatha (dour-a-vuhez).

52
Hengouniou Enez Vanav

Emañ Enez Vanav e-kreiz ar mor, etre aodoù Bro-Iwerzhon ha re Vro-Alba. Un enezenn
vihan eo, teir gwech a-vent gant Enez ar Gêr-Veur e Breizh.
Penaos eo bet ganet? Ur gontadenn gozh a laver ez eo ur voudenn douar a zo bet taolet eno
gwechall gant Finn Mac Cool, ur ramz iwerzhonat, pa glaskas hemañ tizhout ur ramz all war zouar
Alba.
Bez' ez eo Manav, Mannin gant hor breudeur tramor, unan eus ar broioù keltiek. Gouezeleg
a vez komzet enni c'hoazh. Siwazh, war ar pezh a lennis, ne vije kavet nemet 20 Manavad gouest da
gomz ar yezh e pep keñver hag oc'h ober ganti bemdez. Ha gwir eo ? n'ouzon ket. Koulskoude e
stourm kalonek tud a zo evit mirout ha kelenn o yezh. Diouzh ar pezh a lennjomp ez eo heñvel a-
walc'h ouzh gouezeleg Bro-Alba. Skrivet e vez disheñvel avat, hag an doare-skrivañ a denn da hini
ar saozneg, diwar ur selladenn gentañ.
An holl a oar e kaver e Manav kizhier iskis : n'o deus lost ebet. Kaeroc'h ha pouezusoc'h a zo
avat : Manav en em ren hec'h-unan. Bep bloaz, d'ar 5vet a viz Gouere en em vod an dud war venez
Tynwald. Selaouet e vez gant ar bobl, al lezennoù bet savet gant Parlamant ar vro, koshañ parlamant
ar bed-holl, goude hini Enez ar Skorn (Island). 52000 Manavad a vez anvet ganto 24 kannad ar
Gambr Izel. Graet e vez outo : Paotred an Alc'hwezioù. Al lezennoù a savont evit an Enez a vez
kaset da Vreizh-Veur evit kaout asant ar Roue. E-kerz ur gouel lidet er pevar avel e lenn Barner-
Meur Manav al lezennoù nevez, e manaveg hag e saozneg, a-ziwar tuchenn Tynwald. An dosenn-se
a zo bet graet gant moudennoù douar degaset eno eus seitek parrez an enezenn, dindan amzer ar
Vikinged, mil bloaz 'zo. Ul lid-ambroug a gas an dud da iliz Sant-Yann. En o fenn emañ Gouarnour
an Enezenn, o terc'hel dirazañ ur pezh mell kleze kozh. War hed 365 kammedad (365 devezh ar
bloavezh) eo bet strewet raoskl war an hent, da ziwall an dud diouzh pep droug. Heñvel e voe dek
kantved bennak a-ziaraok, da vare an Danad Orrik. Pep bloaz eo an hevelep atant, stok ac'hano, hag
a bourvez ar raoskl. Gwechall e vije paeet ar feurm e mod-se. War-lerc'h ar gouel e kas pep hini d'ar
gêr, evel tra-koun, raoskl dastumet diwar an hent, hag ivez, e korn e chupenn, ur bochadig eus ur
seurt geotenn o kreskiñ en enez, hag a zo un tammig evel ar bleuñv brug a oamp ni Bretoned
kustum da zougen da geñver ar gouel.
KERLANN
53

URZH GOANAG KEMBRE


(Urdd Gobaith Cymru)

Urdd Gobaith Cymru - « The Welsh League of Youth » evel ma reer anezhi e saozneg - a
voe krouet e 1922 gant an Ao. Ivant Ab Owen Edwards (1) gant da ziazezoù ar garantez-vro hag ar
feiz en ur vreurelezh etrevroadel da zonet. Kalz e plijas ar gevredigezh nevez ha buan e teujod da
sellout outi evel Emsav Broadel Yaouankiz Kembre. Gant an amzer e teuas an Urzh da vout
anavezet gant ar stad evel unan eus pennañ strolladoù yaouankiz youl gaer Breizh-Veur.

KEALIOU AN URZH

Diouzhtu goude ar brezel-bed kentañ e savas emsavioù yaouankiz brogar e meur a vro en
Europa. Alies e trojont da vagadoù kadgar raklu. An Urzh avat, diazezet ganti he c'healioù war an
uhelvenoz a Vreurelezh Etrevroadel a dizhas chom hep ober ar fazi-se. Pep ezel eus an Urzh a
c'hrata ur bromesa driek a Lealded : lealded ouzh Kembre, ouzh an Nesañ, ouzh ar C'hrist. Setu al
lusk don a ren an Urzh.
Labourat a vez graet war un dachenn vroadel hag etrevroadel, ar reizherezh diabarzh hag an
obererezh o vont diouzh ar sturiennoü-mañ da heul : ambolitikel hag amranngredennel(2) eo an
Urzh, ha da bal he deus kendeuziñ ar pep gwellañ e buhez Kembre a-benn kaout un nerzh unvan.
Hogos ur miliad kevrenn he deus an Urzh ha niver hec'h izili a ya tre da bevar-ugent mil den,
nebeutoc'h a oad dezho eget pemp bloaz war-nugent.

54
LABOUR AN URZH

Labour an Urzh a zo dreist pep tra ar prientiñ ar c'helc'hiadoù e sell keveziñ en Eistezvod-
vloaz (3) an Urzh hag ar Mabolgampoù (4). Uz bras a vez graet eus kampoù, herberc'htioù ha
kreizennoù-stummañ. E Langrannog, Aberistwizh, Borzh, Abertawe, Krikiezh ha Kernavon emañ al
lec'hioù-se ma reer war-dro izili ha renerien an Urzh. Bep bloaz e vez aozet gant an Urzh ur
werzhadeg levrioù kembraek : war-dro hanter-kant mil levr a vez gwerzhet evel-se bep bloaz. Kent
ar brezel e veze graet pirc'hirinadegoù ha merdeadegoù d'arallvro. A-du all e vez degemeret laouen
e kampoù an Urzh hag en herberc'htioù tud yaouank a dramor. Ouzhpenn e vez sinet bep bloaz gant
renerien an Urzh ar « Gourc'heloù a Youl vat da Holl Re yaouank ar Bed digant Yaouankiz Kembre
».

AR YEZH E RA AN URZH GANTI

Da gentañ-holl ez eo an Urzh ur gevredigezh « ar C'hembraeg he yezh ». E pep kelc'h e


klasker enaouiñ ha bevañ en izili ar garantez evit ar yezh, ha dre vras Sevenadur ha Buhez Kembre,
ha lakaat an izili da verzhout o zalvoudegezh. Hogen an Urzh n'eo ket a-walc'h dezhi seveniñ he
c'hefridi tra ken er c'hornioù-bro ma komzer kembraeg na gant ar c'hembraeg hepken. E pep lec'h
ma ranker e vez graet gant ar saozneg.
Krediñ a ra tud an Urzh ne c'hell ur C'hembread dont d'e bersonelezh-varr nemet pa vez
gwrizioù e spered don e-barzh hengoun ar vro, ha pa vez her da sevenadur pinvidik-mor ha
demokratel Kembre. Ul lodenn ha ne deo ket dister he deus Kembre da zegas evit splet pobloù ar
bed. Ar vad-se, evelkent, ne vo Kembre evit he seveniñ nemet ha lakaet e vez Kembreiz da veizañ
petra eo o herezh dezho-i o-unan. Sed aze ar sichenn vroadel a zo, war un dro gant ar pal
etrevroadel a vreuriezh, abeg-bout Emsav an Urzh.

KELC'HIOU KEMBRE YAOUANK

Evel-se e reer eus ar c'helc'hiadoù saoznek a labour eeun-


hag-eeun gant kelc'hiadoù kembraeg o yezh graet anezho « oaledoù ».

55
Ur bodad tudoù yaouank etre 15 vloaz ha 25 bloaz eo ur C'helc'h Kembre Yaouank, unanet
gant promesa driek an Urzh.
Div wech ar sizhun da nebeutañ en em vod ur seurt kelc'h :
an darn vuiañ anezho avat en em dolp aliesoc'h. Pep ezel a bae ez reizhek ur c'homanant a ra evit
dispignoù ar C'helc'h, ha grataat a ra pleustriñ ar bodadegoù, klasoù, h. a. Leviet e vez ar C'helc'h
gant ur strollad-bleniañ ennañ a bep seurt tud arouezius eus ar gêr pe ar barrez. Ar c'helc'hioù efedus
a vez roet dezho arc'hant gant Renerezh an Deskadurezh diwar
c'houlenn.
Kembraek eo er c'hentañ-holl aergelc'h ur C'helc'h Kembre
Yaouank. Kentelioù a-ratozh a vez savet evit ar re a c'hoanta deskiñ ar yezh. Bewech ma c'heller e
vez roet da obererezh
ar c'helc'h un dro gembraeg. E berr e vez strivet e pep doare da vevañ emskiant Kembre e kalonoù
an izili. Kevezadegoù Eistezvod-vloaz an Urzh a vez sellet outo evel pal ha broud pep ober er
c'helc'hioù, ha roll an Eistezvod a dalv da roll-labour evit pezh a sell ouzh an traoù sevenadurel. A-
du-all e vez kempouezet mat an obererezh gant prientidigezh kenstrivadegoù ar Mabolgampoù.
E-doug an hañv e vourr ar yaouankizoù bevañ e kampoù. A-se e vez pleget gant ar re dindan
17 vloaz oad e Langrannog hag ar re goshoc'h betek 20 vloaz a gav aoz e meur a greizva all. Er
c'hampoù ha herberc'htioù-se eo e kej paotred ha merc'hed Kelc'hioù Kembre Yaouank gant izili
kembraeg o yezh, hag ac'hano e tistroont d'o chelc'hioù gwelloc'h veizet ganto talvoudegezh ha
spered Kembre. A zo muioc'h e talc'her ivez kampoù etrevroadel ma vez goveliet enno melloù ur
chadenn a geneiliezh etre yaouankiz Kembre hag ar re yaouank arallvro.
Evito da vout lodek en obererezh hollek pep skourr eus an Urzh, o devez ivez pep kelc'h o
roll-labour dezho o-unan a
vez savet a-benn spirout ouzh c'hoantoù hag ezhommoù an izili. Evel m'eo dleet e vez meret a-zevri
pep kudenn : ar relijion, ar sevenadur, ar c'horf, ar gevredigezh.

AR C'HELC'HIOU KRENNARDED
Ar c'helc'hioù krenndud a bled gant ar c'hrennblac'hed hag ar grennbaotred betek 15 vloaz
saozneg o yezh. Kevreet eo lod eus ar c'helc'hioù-mañ gant ilizoù pe gapeli (5) 'zo hag ivez
Kelc'hioù Kembre Yaouank, hogen dreist-holl gant ar skolioù, ken izel hag etre.
56
Emelloù ur C'helc'h krenndud a zo niverus ha liesseurt hogen strivet e vez dreist pep tra da
zisplegañ « danvez Kembre » d'an izili. Lakaet e vez ar pouez war ar Bromesa driek a Lealded
anezhi reolenn an ezeliadur. Aotre o devez an izili da ispilhennañ arouez an Urzh (anezhañ un hir a
dric'horn triliv, eus ar c'hern d'an diaz gwenn, ruz ha gwer). Evel e Kelc'hioù Kembre Yaouank ez eo
an deskiñ kembraeg unan eus an obererezhioù a vez pouezet ar muiañ warnañ; embreget e vez studi
ar yezh e doare diduell, da lavarout eo gant c'hoarioù aes, kanaouennoù-pobl, korolloù-pobl, sonioù-
micher, korfembreg.

AN URZH, KEMBRE HAG AR BED

Meur a hini eus an emsavioù yaouankiz, a savas er broioù da heul ar Brezel Bed kentañ,
awenet gant ar vrogarantez, a voe strishaet o meiz outo dre re-bouezañ war o broadelezh o-unan.
Ken na droas o brogarantez da nasionalism (6) groñs emgar arallgas.
E bioù ez eas an Urzh d'ar skoilh arvarus-se dre na oa ket al lealded ouzh ar vro al lealded
nemeti a c'hrata an urzhiad azaoueziñ. Ur sichenn n'eo ken brogarouriezh an urzhiad ma wel
splannoc'h a-ziwarni penaos servijout ar bed, rak frankaet hag ec'honaet e vez youl ober an urzhiad
gant e bromesa a lealded ouzh e Nesañ hag an uhelvenoz a vreurelezh er C'hrist. Rak-se e teuas
abred an Urzh da glask darempredoù etrevroadel. Unan eus ar strolladoù kentañ e voe an Urzh a-du
gant ar « Gourc'heloù a Youl vat da Holl Re Yaouank ar Bed digant Re Yaouank Kembre », a voe
deraouet gantañ e 1922 gant ar Parc'hedig Gwilym Davies, ha diwar neuze he deus dalc'het an Urzh
da gas bep bloaz ar gourc'heloù-se, ken e-pad ar brezel hag ar peoc'h. Gweladennoù da gampoù an
Urzh a voe renket e sell krouiñ liammoù a geneiliezh hag a genemglev. A zo mui, kent ar brezel
diwezhañ e reas an Urzh pirc'hirinadegoù d'an douar bras. E 1930 ha 1931 ec'h eas bagadoù paotred
ha merc'hed eus a Gembre da Vro-Helvetia ma chomjont ur pennad e Genève, m'edo ti Kevredigezh
ar Broadoù.
57
Unan eus tuioù etrevroadel pouezus arall eus obererezh an Urzh a oa ar verdeadeg vloaz, a
stagjod ganti ez reizhek adal 1933, ken na voe sac'het an traoù gant ar brezel e 1939. Ul lestr bras
liner a veze feurmet da gas war vor 500 Kembread da ergerzhout ar bed.
Koabr teñval ar brezel a-istribilh a-us Kembre hag ar bed e-pad c'hwec'h vloaz a zo
dispennet hag ec'h adstago an Urzh gant ar beajoù hag an eskemmoù etrevroadel. Dre dud yaouank
an holl vroioù e vo advevet ha kaset war-raok an uhelgeal emañ bet a-viskoazh an Urzh a-du gantañ
: kenvreurelezh etre an dud diwar skouer hag awen buhez ha kelennadurezh Jezuz Krist. D'an
uhelbal-se e ouestlomp hor brogarantez ha dre Urzh Goanag Kembre e ouestlomp Kembre da
gudenn hael ar vreurelezh etrevroadel.

AR SALUD KELTIEK

Hevlene e lid an Urzh he fempvet deiz-ha-bloaz war-nugent ha dre Gembre a-bezh e vourr
yaouank ha kozh unvan. Broad Kembre a sav lorc'h enni a wir abeg, rak bras eo ar servijoù he deus
rentet Yaouankiz Kembre e-pad ar pemp bloaz war-nugent tremenet.
Da geñver ar bloaziad henot-mañ e kas an Urzh he salud da dud yaouank ar broioù keltiek
all.
Ur blijadur eo evidomp gwelout emañ ken birvidik ha biskoaz ar spered keltiek ha mall hon
eus da welout an amzer ma teuy a-unvan tud yaouank hor broioù, evel izili un tiegezh keltiek meur,
da aweniñ yaouankiz ar bed a-bezh.

Troet diwar saozneg


R. E. GRUFFYDD
pennereizher Urzh Goanag Kembre.

(1) Er renk a varc'heg eo bet savet an Ao. Ivan Ab Owen Edwards gant Brenin Bro-Saoz evit al
labour vat sevenet gantañ ha gant an Urzh.
(2) Ouzhpenn ar Yuzevien ez eus e Kembre meur a ranngredenn gristen,
-ar re a ya d'un iliz-anglikan pe gatolik. -
-ar re a ya d'ur chapel-mezodist, dizependour, badezour, h. a. - Eus ranngredennoù an en rumm, e
vez graet « anvadoù ».
(3) Eiztezvod : ur wir gevezadeg kanadegañ, sonadegañ, barzhonegañ, lavaradegañ, h. a., eo. Pep
kevredigezh, pep parrez tost da vat o deus o eistezvod, bloaz pe aliesoc'h ; ar vailhed, ar veot a vez
kaset da gevezañ d'un eistezvod uheloc'hzerez. Ar gourc'hevezadeg eo an Eistezvod Vroadel deroù
Eost.
(4) Ur Vagolgamp a zo un abadenn-c'hoari etre bugale pe tud yaouank. Diouzh doare ar Gelted kozh
eo bourrañ er c'hoariadegoù a-stroll. Kv gant melladegoù e Breizh erc'hantved diwezhañ.
(5) Kapel (gg, 1. -i) a vez graet, e-skoaz iliz, ouzh bodlec'h ranngredenneien un « anvad » :
Badezourien„ Mezodisted, Dizependouri h. a. - D'an izili ez a an Anglikaned hag ar Gatoliked
Roman (pe Pabelourien).
(6) « Naslonalism », setu ar ger o klotan klok gant e orin hag e dalvoudegezh c'hallek, da chom hep
kamveskan gant « brogarantez, brogarouriezh, broadelouriezh ».

NOTENN

Hervez an Unfed Adroddiad blynyddol ar bymtheg e oa gant an Urdd e miz Meurzh 1947
817 kevrenn en holl, anezho 400 Adrann (kevrenn d'ar gembraegeriea dindan 14 vloaz), 376
Aelwyd (kevrenn d'ar gembraegerien etre 14 hag 20 vloaz) ha 32 Young Wales Club (kevrenn d'ar
saoznegerien etre 14 hag 20 vloaz). 35 eus an Adrannau hag Aelwydydd-se a oa e Bro-Saoz.
A-hend-arall ez eus ivez ur skol hollgembraek en Aberystwyth ha pevar « ostaliri » e-lec'h
ma vez dalc'het, ouzhpenn kampoù-hanv, skolioù kenteliañ renerien yaouankiz.
Da vare 25-vet deiz-ha-bloaz an Urdd ez eus bet graet ur gest vras dre ar vro. E deroù miz
Kerzu e oa bet dastumet endeo en tu all da 11.500 Lur saoz (e-tro 5.000.000 lur gall) hag e
kendalc'he ar profoù da zont. .
58
Studi ar yezh

Reizhadennou da yezhadur bras ar brezhoneg

Daoust d'an evezh lakaet da gas da benn ar pezh labour-se ez eus chomet un nebeudig fazïou
moulañ er skrid, ar re washañ anezho e taolennoù ar c'hemmadurioù pp. 80 ha 83. Ouzhpenn-se ez
eus chomet ivez un nebeud fazïoù dievezhded da damall d'an oberour, o tennañ dreist-holl da implij
ar varrennig-stagañ hag an daoubik. Ar re gentañ n'int ket bet meneget peurvuiañ er roll da heul.
Nemet evit ar c'heriaoueg e tenn an niveroù roet da arroudoù al levr ha neket d'ar pajennoù.

- GERIAOUEG
p. X, lenn ac'hane e-lec'h ac'hanê.
- anezhe - anezhê.
p. XI, - antronoz e-lec'h antronozh.
- a-wechoùigoù - a-wechouigoù.
p. XIII, kembarañ a zle bezañ e lizherennoù sonn ha neket e lizherennoù stouet. E gwirionez ez eus
bet lakaet er skrid kevatal e-lec'h « kembarañ ». Reizhañ ivez war ar poent-se.
lenn kementiñ e-lec'h kemintiñ.
- ken lïes - ken lies.
- Kerc'hoad e lizherennoù stouet.
p. XIV, lenn kreisteiz e-lec'h kreizteiz.
p. XV, - derez kevatal e-lec'h derez kembarañ.
p. XVI, - dizïou e-lec'h diziou.
- douaronïel e-lec'h douaroniel.
- -e dibenn 3° gour e-lec'h -ê dibenn.
p. XVIII, klokaat -EZH (dibenn anv) gant 846.
p. XXII, diverkañ linenn gentañ « islavarenn degouez » ; en eil, lakaat degouezh e-lec'h degouez.
p. XXIII, lenn lïes e-lec'h lies.
- liesterioù rouez e-lec'h rouezh.
p. XXIV, - milïard e-lec'h miliard.
- milïon - milion.
p. XXV. - (un) nebeud e lizherennoù stouet.
p. XXIX, - stêrioù e-lec'h sterioù.
59
p. XXX, - tro-war-dro e-lec'h tro-war-dro.
p. XXXI, - warc'hoazh - war-c'hoazh.

RANN GENTAÑ
5, eil lin. diw., lenn tïez e-lec'h tiez.
8, b) e lizh. bihan : Kavout a ra din bremañ ez eo ret skrivañ Pêr, lêr... en abeg d'ar
c'hrennvrezhoneg Pezr, lezr...
8 k), lin. 7, lenn e serr ha neket e berr.
14, lin. 9, lenn laezh ha neket laez.
18, lin. 6 ar b. 22 hag 20, lin. 4 ar b. 24. Skrivañ (é'vörc) distagadur e forc'h n'eo ket reizh-tre. E
gwirionez ez eus kemm etre an F blot, a zo anezhañ ul lizherenn ziweuz rik, hag ar V, a vez distaget
etre ar weuz izelañ hag an dent uhelañ. An hevelep tra evit kof, 7vet lin. ar b. 24 hag evit meur a
lec'h all el levr.
35, eil lin. diw. ar b. 31, I. nemet e-lec'h nemer.
36, an talbenn a zo da vezañ kemmet evel-hen : Strolladoù gant Z pe V er penn anezho. A-raok
an dilinennad « Strolladoù all », lakaat kement-mañ :
O kregiñ gant V e kaver c'hoazh ar strollad VR (§ 31) : lavreg, gevr, livr, lovr... Ne gaver
ket VL dre ma vez skrivet atav OL : gaol, h. a. Kavout a reer ivez ar son (vy), pe (wy), skrivet VI e
diabarzh ar gerioù : leviata, a lev (a'léwy)
70, lin. diw., lenn Dirinonn e-lec'h Dirinon.
86, lin. 3-4, lakaat vez etre ne ha ket.
92, eil lin. diw., lenn milïon e-lec'h milion. .
93, lin. diw., lenn un e-lec'h eun.
112, lin. 1 e lizh. bihan, lenn warnezhi e-lec'h warnezi.

EIL RANN
121, lin. 1, lenn studïañ e-lec'h studiañ.
125, taolenn ar c'hemmadurioù :
p. 80, lin. 1 ar rummad lb, lenn derez plaen e-lec'h drez plaen ; en traoñ, e tu kleiz ar
bajenn, dindan eeun) lakaat war-lerc'h ; e lizherennoù tev. Ar 4) a zle bezañ hepken : un anv-
gwan doareañ all. Dindan, lakaat : 5) ar rannig-adverb EZ. Anat eo ne denn hemañ nemet d'ar
rummad 2a.
p. 81, div linenn a zo bet dilec'hiet e gorre an daolenn.
p. 83, rummad 6, lakaat C'H er bann kentañ ha pikoùigoù en eil hag en trede.
128, trede lin. diw., lenn daou-c'hant e-lec'h daou c'hant. 130, en linenn p. 86, lenn eme Bêr e-lec'h
eme Ber.
132, eil lin. diw., lenn nerzh e-lec'h nerz.
138, lin. 12 p. 90, lenn studïañ e-lec'h studiañ.
60
142, lin. 18, lenn amboaz e-lec'h amboazh.
143, eil lin. diw., lenn studïañ e-lec'h studiañ.
161, eil lin. diw., lenn blevek e-lec'h bleveek.

TREDE RANN
181, al lin. 7 hag 8 a zo da vezañ lakaet an eil e-lec'h eben. 197, lin. 4, lenn kanañ a ran e-lec'h
kana a ran.
206, taol. 10, p. 145, bezañ bet aet a zo da vezañ lakaet e-keñver an anv-verb ha neket e-keñver ar
stumm-ober.
253, lin. 2, ar ger n'eo a vank e dibenn al linenn.
281, lin. diw., lenn gwennilïed e-lec'h gwennilied.

PEVARE RANN
295, lin 13 ar b. 197 :.
-an anvioù broioù (evel bro) brezhonek a orin : Breizh- t'ihan, Kernev-Veur (gw. § 380).
An anvioù a stumm estren a c'hell bezañ gourel : ar Portugal, ar Marok, ar C'hanada.
302, lin. 3 an. evezh. I, lenn gwregel e-lec'h gwegel.
306, lin. 3 ha 307, lin. 7, ar skouer tra, traoù a zo fall. Mar deo reizh hervez ar skritur, ne deo ket
hervez an distagadur ('trôw). Gwell e ve enta moarvat skrivañ traou eget traoù. Ar stumm lies
tregeriek ('trêw) a zo moarvat evit trev kentoc'h eget evit treoù.
508, lin. 4, lenn prïed e-lec'h pried.
314, lin. 4, lenn valkirïenn e-lec'h valkirienn.
341, eil lin. diw., lenn kiozenn e-lec'h kiezenn.
347, lin. diw., lenn anvioù (e lizh. sonn) e-lec'h onvioù.
381, an Nedeleg n'eus ennañ moarvat nemet un N-hesonaat evel an Naoned.
382, lin. 7, lenn lakafed e-lec'h lakafer.

PEMPVET RANN
403, lin. 1, lenn studïañ e-lec'h studiañ.
411, lin. diw., lenn Inisan e-lec'b Insan.
429, taol. an doare-gourc'hemenn, er rizenn 3 gourel, lenn n'e selaouit ket e-lec'h ne...
436, eil lin., lenn adverboù e-lec'h adverbioù.
444, taol. 16, lin. 1, lenn ul e-lec'h url ;
lin. diw., lenn ur milïon e-lec'h ur milion ;
lin. diw. ar b. 267, lenn c'hoarïet e-lec'h c'hoariet.
448, an niveroù-se a reer ganto evit an deiziata, ha dezho kaout neuz niveroù pegementiñ, a zo
niveroù petvediñ gwirion. E mervent Kernev ez eo anavezet-mat c'hoazh ar stummoù-se d'an
niveroù petvediñ e pep degouezh tra ma 'z eo strishaet d'un implij a-ratozh e lec'h all.
61
450, ar gerioù daoufarzh ha palefarzh ne vezont gwech ebet anvioù-
gwan. Bez' e c'heller ivez lakaat er rumm-se 3/4 : trifarzh pe tri c'hart.
457, taol. 17, al lin. diw. a zo da vezañ lakaet da drede diwezhañ.
466, eil lin. diw., lenn kement-se e-lec'h kemnt-se.
481, e-lec'h ober gant holl e c'heller a-wechoù ober gant rac'h, a zo ur ger a Vro-Wened dreist-holl,
ne vez ket savet heñvel, avat : rac'h an dud, rac'h an dour, en em gavet int rac'h.
487, diverkañ an eil linenn diwezhañ.
500, lin. 5, lenn dour e-leizh e-lec'h dour e leizh.
506, lin. 7, lenn kevatal e-lec'h kembarañ.
Taolenn 18, rizenn 2, lakaat ivez RAC'H hag evel skouerioù : brein rac'h, rac'h an dud ;
rizenn 3, bann diw., lenn bewech e-lec'h bewec'h ;
rizenn 7, bann 4, lakaat tra ken (nemet) ;
rizenn 20, bann 2, an div skouer a zo bet mesket, lenn :
ur seurt den
seurt tïez.
521, lin. 3, lenn dezho e-lec'h dezo.
527, lin. 5 e lizh. bihan, lenn alehont= a lec'h-hont e-lec'h eus al lec'h-hont.
Taolenn 19, p. 209, e korn dehou ar b., en nec'h, lenn 526 e-lec'h
524-526.
Taolenn 20, pp. 310 ha 311, e korn ar pajennoù, en nec'h, lenn 528
e-lec'h 524-526.
532, lin. 3, lenn ar c'heñveriañ-amzer e-lec'h ar c'henveriañ... 558, lin. 16, lenn ouzh e-lec'h ouz.
563, lin.. 10, lenn gwashoc'h e-lec'h gwasoc'h.

C'HWEC'HVET RANN
Taolenn 21, p. 335, notenn 2, lin. 3, lenn ma 'z e-lec'h maz; notenn 7, lin. 3, lenn blotadur e-lec'h
gwanadur;
notenn 8, lin. 3, lenn savet e-lec'h Savet ;
notenn 10, lin. 2, diverkañ ur wech ac'halenn.

SEIZHVET RANN
746, lin. 5 an evezh., lenn dispartïañ e-lec'h dispartiañ.
756, diverkañ al lin. 8 kent an dibenn (evit e dud...)

EIZHVET RANN
826 k), diverkañ al linenn 8 (tro, troienn).
841, lin. diw., lenn Sevenaoued e-lec'h sevenaoued.
854, lin. 6 kent an dibenn, lenn lïorzh e-lec'h liorzh.
873, lin. 2, lenn a c'herioù e-lec'h o c'herioù.
887, lin. 7, lenn reizh e vije e-lec'h reizh a vije.
lin. 9, diverkañ an e penn al linenn.
890 d), lin. 1, lenn eo e-lec'h edo.

Frañsez KERVELLA.
62

An anv-lec'h «aber» e Breizh

Anavezet mat eo ar ger ABER en anvioù-lec'hioù Breizh, evitañ da vezañ kalz rouesoc'h
eget e Bro-Gembre. Gouzout a reer peurvuiañ ez eo implijet e Leon : Aber Iltud, Aber Ac'h, Aber
Venead, hag ivez e Gourenez Kraoñ (an Aber, e-kichen Terrug). En holl lec'hioù-mañ e talv ar ger
kement ha « genou ur stêr » « lodenn ur stêr a vez dalc'het gant kas-digas al lanv ».
Ar pezh a zo anavezet nebeutoc'h avat, eo implij ar ger-mañ evit diskouez genaouioù-stêrioù
all, pe blegoù-mor hep stêrioù oc'h en em gavout enno.
War c'henou pleg-mor Gavr, anezhañ ur seurt richer pignet gant al lanv, ur wazhig bennak o
tont e-barzh dre barrezioù Rianteg ha Pleheneg e kaver ar ger Kerbel war gartenn an arme; dont a
ra moarvat ar ger-se dre zistresadenn, eus Keraber, a gaver war an Neptune François, un
dastumadenn kartennoù-mor bet savet e fin ar XVIIvet kantved (Gw. en dastumadenn, septième
carte particulière des Costes de Bretagne). Petra bennak ma vefe aber ar Geraber-se, pe hini C'Havr,
pe an hini voutin d'ar Skorv ha d'ar Blañwezh a zo da dostañ, n'eus forzh : setu amañ un aber all,
dianav betek-hen a gredan.
Kanol strizh Porzh Navaleu, etre ar Mor Bihan hao ar Mor Bras, a zo un all c'hoazh. Ur
gêriadenn tost outi e parrez Arzhon a zo an Aber hec'h anv ; merket eo war gartenn an arme
(Labert) hag ivez war ar gartenn-vor 3165 (Laber). An hevelep ster a zo amañ ivez gant ar ger, dre
ma'z eo ar Mor Bihan ur genou boutin da veur a stêr : hini an Alre (al Loc'h), hini Wened (al
Lizieg), hini Noyaleu, hag all.
E parrez Fouen e Bro Gernev ez eus un erv-draez hir, Erv Mousterlin, o stankañ ar
c'hanolioù bihan a zeu eus an diabarzh. Etre ar c'hanolioù hag an erv ec'h en em zastum an dour en
ul loc'h evel ma c'hoarvez en degouezhioù-se (war an Arvor Vili vigoudenn da skouer, pe e Gwidel,
pe c'hoazh etre Konk Kernev ha Beg Trevignon). Mat, al loc'h-se a zo un aber ivez hervez ur
gartenn savet e 1769 ha miret e Dielloù ar Service Central Hydrographique e Pariz (doug-paper 49,
kevrenn 1, kartenn 8). Bremañ avat e reer bepred, koulz lavarout, gant loc'h evit seurt lennoù war
aodoù Kernev ha Gwened.
63
Koulskoude, dre ma'z eus un toull en erv etre ar mor hag al loc'h, hag ivez goueroùigoù pignet gant
al lanv war an adreñv, ne c'heller ket lavarout na vefe ket honnezh un aber heñvel ouzh re Vro-Leon,
dre vras ma n'eo ket dre ar munud.
Hogen e kejer gant div all disheñvel a-walc'h. Unan a zo etre Rosko ha Santeg, aes da
welout war gartenn an arme ; eben en Enez Sun, war ar Mor Dehou (distagañ : Mourdïou), da
lavarout eo Mor ar Su : homañ n'eo ket merket war ar c'hartennoù. E Rosko ez eus ur ganolig vihan-
bihan oc'h echuiñ e-barzh, hogen n'emañ ket da gontañ hag an aber hec'h-unan a zo ur pleg-mor
ledan. En Enez Sun n'eus ket an disterañ revorenn : ur pleg-mor digor hepken. An dra-se 'ta a lakafe
da grediñ ez eo bet ledanaet a-wechoù ster ar ger gant an dud, hag e vije bet implijet zoken ha pa ne
vefe ket ur stêr war an adreñv d'ar pleg-mor. Ar pezh na vir ket ouzhimp da implijout aber gant an
hevelep talvoudegezh ha ria e galleg, nemet gouzout e ranker ez eo strishaet un tammig evel-se an
dalvoudegezh ledanañ (rouez a-walc'h e gwirionez an implij ledan-se). Marv eo bremañ ar ger e
yezh ar bobl er maez eus an anvioù-lec'hioù, evit doare.
E-lec'h pevar anv gant aber e Breizh, ez eus nav da vihanañ neuze. N'eus ken nemet e Bro-
Dreger na vefe ket anavezet ar ger-mañ war an aod. N'am eus ket kavet anezhañ war gartenn an
arme da nebeutañ ; hogen, dre furchañ er c'hartennoù kozh hag er c'hadastroù, pe dre c'houlennata
an dud, e teufed a-benn marteze d'e zizoleiñ e lec'h pe lec'h.

Y. V. GUARDON.

Gwelloc'h prezegenn a reot gant ho puhez eget gant ho komzoù.


Oliver GOLDSMITH
64

Un nebeut geriou eus kornad-bro Douarnenez

KIJ, KIJAÑ. Ober ur c'hij d'ar rouedoù, kijañ ar rouedoù. Pa vez prenet ar rouedoù ez eus dent er
penn anezho, Leuniañ an toulloù-se eo kijañ pe ober ur c'hij.

KLEIZ. E Gwaien e lavarer ar mor c'hleiz eus ar mor war-du Douarnenez. E Dz. ivez, e reer (mour
c'hlei) eus ar mor en hanternoz d'ul linenn-empenn kornaoueg-reter a dremenfe dre Enez Seun. Ar
mor er c'hreisteiz d'al linenn-se a vez graet anezhañ mor dehou (mour dïou). Taolet em eus evezh e
vez implijet Kornaoueg, Reter, Gwalarn, h. a. hep ger mell. Ar boaz-se a zo heuliet gant Kalloc'h ha
gant oberour Bilzig. Klevet ganin war ar maez du-mañ : « Me' zo 'chom el Loc'h ». - « Ha me 'zo
'chom muioc'h e Kornog 'vit al Loc'h ». - Ar ger Norzh a zo anavezet koulz e Douarnenez hag en
enez Seun. E Dz. e vez lavaret Suz en dro-lavar war ar Su a dalvez kement ha : war-du ar Suz, e
morioù ar C'hreisteiz. Graet e vez bremañ siwazh gant Nort ha Sud peurvuiañ. Norzh ha Suz a zo
gwelloc'h eget Hanternoz ha Kreisteiz, hir ha treuz kemeradus, un doare artifisiel dezho ouzhpenn.
Norzh ha Suz a zo sterenneloc'h. Roet int o-daou en ur geriadur kozh bennak.

DIBOAN. Berroc'h eo kemer an hent-treuz, met diboanioc'h eo mont gant an hent bras.
Diboan : ar c'hontrol eus tenn.

LAMPREI'Z : phosporescence. Lampreiz 'zo gant ar mor hiziv. Lampreiz 'zo er mor.

LAMPRENN. Gwelet em eus ul lamprenn : pesked a zle bezañ aze. Lamprenn : an tammig
luc'hedenn a vez gwelet pa vir ur pesk dindan an dour, tost a-walc'h ouzh gorre ar mor. ( pa vir : pa
dro war e gein pe e gof, pa dro penn, pa cheñch hent).

MICHER. Micher a-walc'h eo ober an dra-se.

TAG. Un tag en deus en e barlant. Prezeg a ra gant un tag. Balbous eo un tammig. N'anavezan
nemet ar gomzenn un tag.

Yeun TOULHOET.
65
Traoùigoù Istor Breizh

«Thelin» Bro Zieub (1525-1843) (1)

Etre Bro-Helvetia ha Bro-Aostria emañ Bro-Liechtenstein, e Bro-Italia, San Marino, e Bro-


C'hall Priñselezh Monako hag, etre Bro-Spagn ha Bro-C'hall, er Pireneoù, Andorra. Ha gouzout a rit
ivez he deus bet Breizh he Republik dieub ha dishual ? Kêr Sant-Malo neuze ? Nann, Republik
Thelin ne lavaran ket. E pelec'h emañ an dra-se ?
Anavezet hiziv evit bezañ lod eus Kamp Koed-Kidan, emañ Lanneg d-Thelin (2) war astenn
e tu ar c'hreisteiz, dindan gwezeg Pempont. Emañ kêriadenn d-Thelin dres war vevenn an Il-ha-
Gwilen hag ar Mor-Bihan, war an hent a gas eus Plelan da C'her (Guer).
Dispis a-walc'h eo orin ar Republik vihan-mañ. Sed amañ da vihanañ ar pezh a lavarer diwar
he fenn. Edod gant ar Brezelioù e Bro-Italia. An Aotrou des Brieux eus a diegezh Maor (Maure) o
vezañ heuliet ar roue gall Frañsez 1añ pa 'z eas hemañ da glask aloubiñ Italia, a zegouezhas gantañ
bezañ tapet prizoniad en emgann Pavia e 1525.
Evit bezañ lezet da vont d'ar gêr en e roll e rankas bezañ dasprenet, hag an arc'hant-se a voe
paeet klok gant Theliniz.
Distro war e zouaroù e profas an Aotrou dezho Lanneg Thelin en he fezh hag evit atav.
Diskleriañ a reas Theliniz Republik Dieub Bro-Dhelin. Dastumet bep bloaz dirak Feunteun Bod-In
(Bodine) e oant kustum da envel daou Brefed fiziet enno ar garg da ren e-pad ar bloaz.
O chape] o devoa Theliniz, o bered ivez ha ne oa nemeto da vezañ douaret eno. An holl
zouaroù a oa boutin d'an holl.
Siwazh Doue, evel pep tra all er bed savet gant mab-den ez eas un deiz ar Republik da goll.
Goulenn a reas an dud ma vije rannet hag ingalet ar madoù. En em dagañ a rejont ha skarzhañ o
yalc'h gant prosezoù rivinus. Echu gant ar Republik, ha, da reiñ dezhi taol ar marv, e teuas ar
gouarnamant bras da grouiñ eno, e 1843, un dachenn embregiñ soudarded evit ar brezel. Buan e
kreskas an dachenn-se betek dont da vezañ Kamp soudarded Koed-Kidan.

(1) Pol de Courcy : « De Rennes à Brest et à St-Malo » (1864).


(2) Telann pe Telenn e brezhoneg ?

66
Da dest nemetañ eus ar vro vihan e weler c'hoazh ur groaz vaen o sevel. War he sichenn e
lenner ar gerioù-mañ o reiñ deomp da c'houzout e voe savet : « L'AN MIL LX ET SIX AU PONT-
GARIN PAR LES THELANDAYS », da lavarout eo « er bloaz 1566 e Pont-Garin gant Theliniz ».
Piv all en deus klevet komz eus ar vroig vihan ? Ha n'eo ket un dra souezhus e vije bet anezhi ?
KERLANN

67
Buhez al Levriou

Kaierou Kristen

Kaieroù Kristen. - Gouestlet penn-da-benn d'ar studi eo niverenn 4 Kaieroù Kristen, un


dastumadenn dev 64 fajenn leuniet hogos gant daou bennad sinet Maodez Glanndour, Buhez
Doueel ha Sant Padrig, e vuhez, e vojenn hervez levr Jord Dottin, hag ur pennad sinet V. Seite
diwar benn Skol-dre-Lizher Roskov. En ur yezh wevn ha galloudus e tispleg M. G. petra eo ar
vuhez doueel, en Dreinded koulz hag en adskeudennoù eus Doue, da lavarout eo ennomp hon-unan.
«Ar vuhez doueel a zo anaoudegezh... ar vuhez doueel a zo karantez. » Feiz ha karantez ouzh Doue
a zo Doue ennomp. « Emañ dija (Doue) o vezañ ennomp evel m'emañ. Petra 'vank dimp ? Gwelout
ar vezañs-se. Met en em ziskouez a raio. Kouezhañ 'raio ar ouel. Ha neuze gwelout a raimp, karout
a raimp an Hini a oa dija o chom ennomp, Doue en buhez an Tri Ferson. Neuze e vo klok ennomp
skeudenn ar vuhez doueel. Neuze en em welimp skeudenn vev ar Vuhez. » - Ur pennad plijus
diwar-benn ar Grasoù gant Yeun ar Go, a roio deomp kent pell, spi am eus, ar c'hras dibunet
dezhañ gant Youenn ar C'hintin. - Priz an niverenn : 65 lur. L. Le Floc'h, 2, rue du Parc, Saint-
Brieuc. K. R. 34.212 Rennes.

Liesskrivadur. - Liesskrivet gant Studi hag Ober : Komplidoù e Brezhoneg, testenn gant Maodez
Glanndour, a-gevret gant an tonioù. - Priz : 25 lur, hep mizoù kas.

L'herbe de la Vierge

Goude L'Ile sous Cloche e kinnig deomp an ti Aux Portes du Large ( 3, allée Jean-Bart, Nantes) un
eil levr troet diwar ar brezhoneg, L'Herbe de la Vierge, dastumad kontadennoù Jakez Riou. Savet
eo bet ar skrid gallek gant Youenn Drezen, ha Youenn Drezen ivez a zispleg d'al lennerien, en ur
raklavar eus an talvoudusañ, buhez e geneil aet da anaon.
D'ar vrezhonegerien e tegas al levr traoù nevez, ar gontadenn Moraerion da skouer, dianav betek-
hen nemet d'un nebeut tud bet chañsus a-walc'h da gaout an dornskrid etre o douarn. D'an
nannvrezhonegerien e c'hell an oberenn reiñ un alberz eus al lennegezh vreizhat a-vremañ ha, da
heul, ar c'hoant gouzout muioc'h, ha deskiñ ar yezh.
68
Setu ar pezh a vad a zo gant ar seurt levrioù, ouzhpenn ar vrud a zegasont da Vreizh ha d'ar
Brezhoneg e-tuez gallegerien hag estrenien. - 216 pajenn ; 135 lur.

Youenn vras hag e leue

gant Youenn Drezen


(« Skrid ha Skeudenn ». - En Naoned, 450 fur)
War-dro dibenn miz Here e tegemeris keloù diwar-benn levr nevez Youenn Drezen.
Kemennet e oa din e teufe er-maez « hep dale », embannet gant « Skrid ha Skeudenn ». N'eus ket un
unan en Emsav evit gortoz burzhudoù. - Ken diaes eo lakaat ar vouladenn vihanañ da zont er-maez.
- An « hep dale »-se am lakae nec'het ! Ha koulskoude ar fazi a oa ganin... Ur miz goude e
tegemeris ur bakadenn, enni « Youenn Vras hag e Leue ». Ha ket un embannadenn dister. Ul levr a
vent gant « Itron Varia Garmez » ha « Nomenoe », skeudennet gant pemp arzour breizhat anavezet
mat : Buurlaouen, Jos Kervella, Kreston, Langleiz, Per Peron. M'eo brav an diskouez eo koulz an
danvez.
Kregiñ a ra al levr gant « Karr-Kañv, an Ao. Maer » bet lennet dija gant an holl en e
embannadenn gentañ hag hiraet evel m'em 'eus bet tro d'e welout displeget tri bloaz zo e Roazhon.
Da heul e teu « Youenn Vras hag e Leue » a zo ken farsus-all. An abadenn a dremen e Kêr Bont 'n
Abad war varc'had al leueoù hag e burev ar c'homiser-polis. Holl spered fentigellerezh ar
Bigoudenned a vez adkavet ennañ. Setu ur pezh a ziduo an arvestourien pa vo tu d'e c'hoari.
D'an trede e lennot « Anduilhenn ar Person ». Anavezet mat eo an istor-se gant ar re o deus
lennet barzhoneg galleg Frederig ar Gwiader. Amañ e kejomp gant « tud ar Menez » e Brasparz,
bambocherien laouen anezho o c'hofadoù anduilh mogedet ha sistr melen ganto. Ra blijo gant Doue
reiñ deomp c'hoazh un amzer ken lipous a-raok fin hor buhez... Da c'hortoz e c'hellot klask ur frealz
en ur lenn penaos e oa an traoù en « Amzer Gozh ».
An daou bezh-c'hoari da heul a zo taeroc'h ha krisoc'h.
69
« Ret eo nouiñ ar Gurun Kozh » a zo ennañ daou arvest kempennet diwar gontadenn ar
Gwenedour brudet Job ar Bayon. Martoloded Enez Houad hag o ferson kozh ha santel a gas an
traoù war-raok. Nebeut-tre a dud. Ur c'hoari eeun-meurbet. Daoust da se pe marteze en abeg da se e
vezor dalc'het-krenn betek ar gerioù diwezhañ. Marteze e c'hello meur a hini, gant lenn an daou
arvest-se, meizañ gwelloc'h speredelezh tud an Arvor : int « bugale an Diaoul » a-hed o buhez kalet
ha tremen a rafent o eurioù diwezhañ hep distreiñ da « Gredenn o bugaleaj » ?
Dibabet mat eo bet gant Youenn Drezen kudenn ar pevar fezh kentañ. Ar pempvet avat a zo
un tammig luzietoc'h an neudenn anezhañ. Savet eo diwar romant gallek Charlez Geniaux. Kalz
diaesoc'h eo bet a se kas da benn al labour brezhonekaat. Hag an abeg ne vefe ket hirder ar skrid
gallek pe spered an oberour kentañ re bell diouzh an hini breizhek. Kalz krisoc'h eo an darvoudoù
ha koulskoude n'on ket bet fromet ganto evel gant istor, kalz eeunoc'h, Gurun Kozh war e
dremenvan. Ret eo bet da Youenn Drezen chom re dost ouzh menozioù ar skrivagnerien c'hallek : «
la Bretagne sauvage, pays de marins et de naufrages ». Re a « glichedoù » anavezet. Pennadoù mat-
tre a vez kavet neoazh ; met ar pennadoù-se a zo ar re kemmet ar muiañ diwar re ar vamm-oberenn.
Al levr-mañ a zo an eil embannet e brezhoneg e 1947. An hini kentañ « Yezhadur Bras ar
Brezhoneg » en deus graet berzh en un doare souezhus. Bremañ a tle bezañ degemeret koulz «
Youenn Vras hag e Leue ». Un diduamant hag un diskuizh e vo evit an holl. Al levr a zo kaer hag an
oberenn buhezek. Ar perzh diwezhañ-mañ a zo an hini pouezusañ evit un oberenn-c'hoariva.
Alan Al LOUARN.

Biskoaz kemend-all
gant Per Helias

Embannet gant ar Falz, A. Keravel, Dirinon (Penn ar Bed)

Klevet e vez alies Brezhonegerien o klemmañ abalamour n'eus ket kalz a dra embannet hiziv
en doare da blijout d'ar bobl. Ra brenint neuze al levrig-mañ, ennañ 5 istorig berr, eeun ha farsus. Tu
a gavint meur a wech da c'hoarzhin leizh o genou gant dezrevell troioù-kamm Jakez Kroc'hen ha
Gwilhou Vihan. Savet eo bet ar pennadoù-c'hoari-se evit Radio-Kimerc'h. Talvoudus e vint ivez d'ar
re a stourm e kêriadennoù bihan Breizh evit hor c'hoariva.
70

NOTENNOU

SKINDEGEMEREZIOU EN IWERZHON. - Da ziwezh 1946 e oa 180.005 benveg-radio en


Iwerzhon, da lavarout eo unan dre bep 17 den (bro-Ulad e-barzh). Da ziwezh 1945 ne oa nemet
172.705, ha 9.867 hepken pa voe savet Radio-Eireann e 1926.

E BRO-SKOS. - Graet ez eus bet un enklask e Bro-Skos gant ar gelaouenn « Daily Express » evit
gouzout piv a zo a-du gant an emrenerezh, ha piv a zo a-enep. Setu ar c'hementadoù : a-du gant an
emrenerezh, 76 % ; a-enep, 13 % ; hep menoz, 11 %.
Hervez jedadennoù all ez eo bet diskouezet e oa 75 % eus an Doried skosat, 80 % eus ar
Werinelerien skosat ha 70 % eus ar Frankizourien, a-du gant kaout evit Bro-Skos Breujoù distag eus
re Lunden.

EVIT AR GOUEZELEG. - Nevez 'zo en deus Kuzul-kêr Glasc'ho pendervennet lakaat kenteliañ
gouezeleg e div eus skolioù kêr.

KELGH KELTEK. - Savet ez eus bet gant Kerneviz ha Breizhiz c'hoant dezhe mont don e studi ar
yezhoù hag an traoù keltiek ur « Framm » e anv Kelgh Keltek. Strollet emañ izili ar c'h-Kelgh dre
vagadoù seizh den a zo o dlead skrivañ daou lizher ar miz da nebeutañ war gudennoù keltiek. Da
zont da vezañ ezel eus ar c'h-Kelgh Keltek, e tleer paeañ 36 lur da d-TNNO ha kas e anv da : Miss
Margaret Norris, St-Michael's, Skinners Bottom, Scorrier, Redruth, Cornwall. - Skrivañ en ur yezh
keltiek.

KELTED DRE AR BED. - Kuzulier pennañ Bro-Bakistan a zo ur C'hembread kembraeger, Syr


Archibald Rowlands e anv.

KEMBREIZ ER C'HANADA. - E diwezh miz Gwengolo ez eo marv e Vankouver unan eus


brasañ barzhed kembraek Amerika, an Ao. Owen Hughes (Glascoed). Ganet e Trawfynydd, e oa
divroet an Ao. Hughes d'ar C'hanada pa oa e-tro seitek vloaz, ha dalc'het en doa abaoe da gomz ha
da skrivañ yezh e vro. Ouzhpenn daouzek kador en doa gonezet en Eistezvodoù Amerika.

SKOL-VEUR ABERYSTWYTH. - E miz Here he deus Skol-Veur Gembre lidet he 75-vet deiz-
ha-bloaz. Digoret e voe ar Skol e 1872, goude ma voe bet prenet, e 1867, Ostaliri ar C'hastell gant
arc'hant kestet en ilizoù ha chapelioù Kembre. Rak ret eo pouezañ mat na zeuas ket ur gwenneg
digant ar gouarnamant en deroù, ha na zeuas ivez nemet nemeur a arc'hant digant an dud pinvidik :
gwerin Gembre eo a baeas da gaout he skol-veur. Pa zigoras ar skol e oa enni ur pennkelenner, tri
c'helenner, ur sekretour ha 26 studier; e 1880 ne oa c'hoazh nemet 57 studier ha 132 hepken e 1885.
Hiziv an deiz ez eus en tu-hont da 130 kelenner ha da 1.100 studier. Bremañ, ma n'eus ket un Skol-
Veur Vreizhat e Breizh, piv a zo damall ?

71
A-DU GANT, PE A-ENEP AN EMRENEREZH. - En Aberystwyth ez eus bet savet gant ar
studierien un Ti ar C'humunoù « evit c'hoarzhin », ha goulennet e voe digant an ti reiñ an
emrenerezh da Gembre. Kinniget gant ur broadelour, e voe enebet ar goulenn gant ar Frankizourien
hag ar Werinelerien. 113 studier a votas a-du gant ar c'hinnig, 250 a votas a-enep.

RET E VO D'AN HOLL DESKIN KEMBRAEG HIVIVIKEN.


- D'an 30 a viz Gwengolo en deus Poellgor-Deskadurezh Kontelezh Kêrnarvon degemeret ar
c'hinnigoù-mañ :
1. N'hello bugel ebet bezañ degemeret e-barzh Skolioù an Eil Derez ma ne oar ket kembraeg
2. Ret e vo d'an holl vugale deskiñ kembraeg er Skolioù-Kentañ ;
3. Ret e vo d'an holl vugale studiañ ar c'hembraeg e-pad tri bloaz da nebeutañ e Skolioù an Eil
Derez.
P'edo poellgoriz Kêrnarvon o tivizout diwar-benn ar reolennoù nevez, e klemmas unan, dre an abeg
ma vefe rediet evel-se bugale ar Saozon deut da chom er vro da zeskiñ kembraeg. Ma voe respontet
dezhañ : « Neuze, ma teufe Sinaiz da chom e Dolwyddelen, e vefe ret kenteliañ sinaeg er skolioù.
Da c'houzout ez eus : pe yezh eo yezh ar vro ? Setu-holl. Evel-se e reer e kement bro arall, ha ne
welan ket perak e rafed disheñvel e Kembre ».
Komprenet e vo diouzhtu talvoudegezh ar reolennoù nevez pa vo gouezet niver ar vugale a
zarempred skolioù kontelezh Kêrnarvon. Bez' ez eus en holl : 18.555 bugel, 13.835 anezho o
c'houzout kembraeg, ar 4.720 all dianav dezho ar yezh. War 12.758 bugel dezho kerent kembreat ez
eus 542 na ouzont ket yezh ar vro ; war 3.328 bugel dezho kerent saoz, ez eus 486 a oar hag a gomz
kembraeg.
A-drugarez d'al lezenn nevez e teuio buan ar c'hembraeg da gemer lañs war ar saozneg e kontelezh
Kêrnarvon.

PLADENNOU KEMBRAEK. - Kinniget he deus Kevredigezh Arboellerezh Kembre ur yalc'had a


1.500 Lur saoz evit lakaat enskrivañ war bladennoù kentelioù kembraek d'ar vugale etre 7 ha 16
vloaz.

SKOUER AR YUZEVIEN. - E 1881 e oa e Palestina 50.000 Yuzev, dianav an Hebreeg dezho-


holl. E 1882 e teuas da chom eno un den, E. Ben Ychuda e anv, ha bloaz-goude e oa ganet, e ti an
den-se, ar bugel kentañ a vije bet komzet hebreeg outañ abaoe 20 kantved. E 1927 e varvas E. Ben
Ychuda, hogen kenderc'hel a ra e skouer da vroudañ ar Yuzevien yaouank. E 1925 ez eo bet krouet
e Kêrsalem ur Skol-Veur a oa kenteliet pep tra enni en hebreeg evel unan eus yezhoù-stad
Palestina ; ha bremañ e vez embannet er yezh-se levrioù ha kelaouennoù e-leizh, teir anezho
pemdeziek. War ar 500.000 Yuzev a chom hiziv e Palestina, ez eus 90 % o komz ar yezh. Ne vo ket
fall da Vreizhiz prederiañ war pezh a laver an Ao. Leon Simon en e levr : « The Jewish National
Home, 1917-1942 ». « Er skolioù eo bet dasorc'het an hebreeg e gwirionez. En em ouestlañ a reas
un niver kelennerien galonek, ha gant berzh-mat, d'al labour diaes, a vije bet kredet peuzdic'hallus,
reiñ un deskadurezh a-vremañ en ur yezh kozh na oa ket mui komzet abaoe kantvedoù. Ret e voe
d'ar gelennerien-se krouiñ gerioù nevez ; ret e voe dezho sevel levrioù ; ret e voe dezho stourm a-
enep ar gerent (hag ar rabined) enebour d'an hebreeg. A-benn e teujont eus an holl ziaesterioù, ha
gant an amzer e tizhas ar re yaouank lakaat ar re gozh da gemmañ yezh. Diwezhatoc'h e tegouezhas
er vro un niver gwazed ha merc'hed yaouank a venne, da seveniñ o uhelvennad sionel komz o yezh
ha labourat gant o douarn. Ganto-holl, kelennerien ha micherourien a-youl-vat, ez eo bet advevaet
an hebreeg ».
72
LEVRIOU GALL E-MAEZ AR STAD C'HALL. - E 1939 e oa bet gwerzhet : 34.098 kintal
levrioù e galleg, 1.878 kintal levrioù e yezhoù marv pe yezhoù bev estr eget ar galleg, 294 kintal
kartennoù douaroniezh ha 553 c'hintal levrioù sonerezh ; en. holl 36.823 c'hintal.
E 1946 ez eus bet gwerzhet : 28.320 kintal levrioù e galleg, 726 kintal levrioù e yezhoù marv pe
yezhoù bev estreget ar galleg, 209 c'hintal kartennoù ha 813 kintal sonerezh ; en holl 30.068 kintal.
Setu amañ da heul pet kintal levrioù a zo bet gwerzhet er broioù meneget, e 1939 da gentañ hag e
1947 da c'houde : Breizh-Veur 956, 889 ; Italia 955, 318 ; Nederland 1.140, 846 ; Helvetia 4.741,
2.982 ; Belgia ha Luksembourg 13.174, 8.974 ; Ejipt 503, 276 ; Canada 2.593, 876 ; U.S.A. 3.801,
2.097 ; Indez-Sina 422, 153 ; Aljeria 2.230, 2.735; Maroko 518, 1.219; Suria 454, 857.

TREC'HOURIEN NEVEZ. - Kavet eo bet barrek, en Naoned, da zougen arouez an Trec'h Meur :
- Per-Mari Loisel, meneg mat-tre ha gourc'hemennoù ;
da zougen arouez an Trec'h Kentañ :
- Jakez Charpentier, meneg mat-tre ;
- Andrev-Paol Hemlin, meneg mat ;
- Max ar Fur, meneg mat a-walc'h.
Gourc'hemennoù kalonek d'an Drec'hourien.

GOUDE AR POUR, AN TRINCHIN. - Kas a ra deomp Arzel EVEN an notenn-mañ :


« Oberour ar pennad Dibennoù da stummañ anvioù-lec'hioù diwar anvioù-gwez » (Tir na n-Og niv
4) a lavar en deus savet e labour diwar Spisc'heriadur Ernod (ha ne deo tamm ebet ur «
spisc'heriadur », mes ne vern), en ur stagañ hepken al linennoù diwar-benn Beuzid ha Tannod,
anezho skouerioù eus an dibenn latin -etum staget ouzh anvioù-gwez « a orin nann-latinek ».
Hama, n'en deus ket chañs ar paotr kaezh, rak an holl nemetañ a oar e teu beuz eus buxus, hag un
abeg mat a zo da se : n'eo ket Breizh (na Breizh-Veur) bro c'henidik ar beuz ; degaset eo bet gant ar
Ramaned.
Ouzhpenn se, pelec'h eo bet Neven Aberispou o teskiñ latin, pa skriv -ètum gant un tired boud,
evel pa vije ul lostger gallek ?
Diouzh an tu all e tegemeromp digant F. KERVELLA an evezhiadennoù-mañ :
« Plijus a-walc'h pennad Neven ABERISPOU hogen divoas un tammig diouzh ar yezhadurezh, a
gav din. Daoust ha ken sur-se eo e teu an dibennoù -oued, -od, (-ed), -id hepken diwar al latin
-êtum ? Splann eo evit Pañvrid, hogen perak ez eus kement a zibennoù gant anvioù keltiek-rik, gant
anv an holl wez hogos : Onnod, Kollod, . Bi(z)vid ouzhpenn ar re meneget er pennad. Avallod eo
ives ar stumm ha neket Avalod, un dra a-bouez evit ar yezhoniezh. N'ouzon ket piv eo an oberour,
hogen vad a raje dezhañ a gav din studiañ pennadoù J. Loth, digoroc'h e spered eget E. Ernault. »
(Gwelout niv. 4 ha 5 TNNO).

NEVEZ EMBANNET :
~ gant Skridoù Breizh : La Langue Bretonne et ses Combats, gant Roparz Hemon; 120 lur.
• gant Skrid ha Skeudenn:
Youenn Vras hag e Leue , dastumad pezhioù-c'hoari gant Youenn Drezen ; 450 lur.
73
• gant ar Seizh Breur :
Sent Erwan, difenner Breizh. Skeudenn e daou liv gant Langleiz ; 100 lur.
• gant Tir na n-og :
Deiziadur godell 1948 ; 15 lur.
• gant Studi hag Ober :
Kaieroù Kristen, n. 4 ; 65 lur.
Goulenn a c'heller kement-se digant sekretour Al Liamm- Tir na n-og.

DINER AR BREZHONEG
Gwengamp, 50 ; Evreux, 150 ; G. 100 ; H. 50 ; ur c'hernevad yaouank, 250 ; Laz, 50 ; Kemper,
250 ; Kemper, 250 ; Kemper, 75 ; Roazhon, 175 ; Kemper, 550.
Setu roll an donezonoù kaset d' AL LIAMM e-pad ar bloavezhioù 1946-1947 ;
Ar C'hozh 200 lur ; Renault, 100 ; Daniel, 300 ; An Teuff, 300 ; Millour, 600 ; Dim. Davies., 50 ;
O'Braoin, 200 ; J. W. Caine, 200 ; Ar Beg, 100 ; Ar Moal, 100 ; It. Vefa de Saint-Pierre, 300 ; O. de
Couesnon, 300; Dim. M. Gourlaouen, 100; M. Aodig, 100; K. Perez, 200 ; Kerouanton, 50 ; Dr
Gwilhou, 50 ; R. Aodig, 100 ; Ansker, 200 ; Dim. Baron, 100 ; Ab. Barbier, 100.
Trugarez, en anv Breizh, d'ar brofourien galonek.

KOMANANT. Dirak ar c'hresk spontus a zo bet lakaet war ar prizioù-moulañ, rediet omp da
c'houlenn diwar vremañ 400 lur evit ur rummad c'hwec'h niverenn. (Ar re o deus paeet 200 lur a
zegemero 3 niverenn, ar re o deus paeet 250, 4 niverenn.)

KELEIER.
Marvet eo d'an 2 a viz (Kerzu 1947 mamm hor c'heneilez an Itron Galbrun ; hon tristañ
gourc'hemennoù a gengañv dezhi ha d'he gwaz.

Noela hag Alan al Louarn a zo laouen o kemenn ganedigezh o mab Tangi, d'ar c'hentañ a viz Kerzu
1947.
Loig Kraz a zo laouen o reiñ da c'houzout ginivelez e vreur bihan Padrig d'an 28 a viz Genver 1948.
Hor gwellañ hetoù d'an daou Vreizhadig hag hor gourc'hemennoù d'o zud.

KELC'H GWALARN
Da ren ar stourm evit ar Brezhoneg e ranker kaout ur greizenn studi ha labour.
Ur seurt kreizenn a zo savet diwar ar c'hentañ a viz Genver 1948, hec'h anv « Kelc'h Gwalarn ».
Kefridi Kelc'h Gwalarn a vo :
1) studi ar Brezhoneg e pep keñver;
2) aozidigezh emastenn ar Brezhoneg.
Kelc'h Gwalarn n'eo ket ur skol hervez ster boutin ar ger. Ne ra ket kentelioù da vezañ heuliet gant
diskibien. Kemer a ra izili e-mesk an dud gouest da seveniñ tra pe dra war dachenn ar yezh, ha
kenurzhiañ o labour.
Evit gouzout hiroc'h skrivañ d'ar rener : Roparz Hemon, 42, Bothar an Bhioma Bhain, Cluain
Sceach, Baile Atha Cliath (Eire).

74
EMSAV KELTIEK BREIZH

Al lizher-mañ da heul a zo bet kaset d' un toullad mat a vrezhonegerien gant ur gevredigezh nevez
krouet, hec'h anv EMSAV KELTIEK BREIZH - AL LIAMM- TIR NA N-OG a embanno en he
niverennoù pennadoù diwar-benn oberiantiz ar strollad sevenadurel nevez.

Paris, d'an 10 a viz Genver 1948.


Kenvroad ker,
Ar stourm bras e Breizh a dle bezañ stourm ar Brezhoneg. Anat eo e rank ar vrezhonegerien
en em vodañ bremañ evit lakaat ar Brezhoneg e pep lec'h.
BODAN HA KENURZHIAN HON HOLL NERZHIOU SEVENADUREL DA
LABOURAT EVIT BREIZH DRE AR BREZHONEG ER MAEZ EUS PEP POLITIKEREZH, setu
pal : EMSAV KELTIEK BREIZH.
Evit tizhout ar pal-se E. K. B. a glask kannaded e pep strollad 'zo e Breizh. Al labour
goulennet a vo astenn lec'h ar Brezhoneg er strollad goude bezañ en em glevet gant renerien E. K.
B., ha reiñ dezho keloù eus al labour graet.
EMSAV KELTIEK BREIZH a savo ivez oberoù a vo dezhañ e-unan hag a skoazello as
skolioù brezhoneg : « Ober » ha skol gristen. Al labour a vo rannet etre ar c'hevrennoù-mañ da
heul :
KEVRENN AR BREZHONEG (Kerlann) : Deskadurezh, lennegezh, bruderezh,
embannadurioù.
KEVRENN AN DIAVAEZ (P. Ar Bihan) : Darempredoù etrekeltiek, ar Vretoned harluet,
Studi ar Yezhoù.
KEVRENN AN DIELLOU (A. Al Louarn) : Dielloù ar gevredigezh, fichennoù,
diskleriadurioù, h. a...
KEVRENN AR YAOUANKIZ (Itr. Galbrun) : Kelc'hioù Keltiek, sonerien, kampoù h. a...
Ma fell deoc'h kenlabourat e vo ret lavarout deomp e pe seurt kevrenn. Ar pennoù-kevrenn
meneget a zo bet anvet da c'hortoz.
An 10 a viz genver E. K. B. en deus asantet en em lakaat dindan reoladurioù ADSAV
BREIZH (Renaissance Bretonne).
Labourat a raio koulskoude E. K. B. evel ur gevrenn dieub gant e rener, e vurev hag e gef
dezhañ e-unan.
Evit diskouez an hent mat, E. K. B. a fell dezhañ implijout ar Brezhoneg hepken.
Setu m'o deus kavet ar vrezhonegerien ur gevredigezh evit o bodañ ha kas war-raok an
Emsav Sevenadurel. Dezho d'en em stardañ endro dezhi da labourat evit Breizh hag ar Yezh.
Evit reiñ asant pe c'houzout hiroc'h : skrivañ d'ar sekretour
E. TYMEN,
30, Rue de la Résistance
QUINCY-sous-SENART (S.-et-O.).
C. C. P. : 572 325-Paris.
Skodenn-Vloaz (ezel boutin : 100 l. ; ezel a enor : 500 l.).

DA REIZHAÑ. - E Niverenn diwezhañ AL LIAMM (Nnn 5), ez eo bet embannet e rae SKOL
OBER kentelioù kerneveg. Evit bremañ c'hoazh, ne soñjer ket kregiñ ganto. Pediñ a reomp hol
lennerien d'hon digareziñ.
AL LIAMM 7
Tir na n-og
NIVERENN 7
Meurzh Ebrel 1948

TAOLENN

STOURM, gant Andrev-L. Latimier 5


GERIADUR BREIZH, gant Roparz Hemon 8
Lennegezh
AR GEMBREADEZ, gant Kerlann 9
TWMI, gant Hughes Williams (tr. R.-Y. Huon) 13
SION WILLIAM, gant Dik Trevan (tr. Fañch Elles) 18
Barzhonegoù
MEURVOR, gant Roperzh ar Mason 23
AN AOTROU NANN HAG AR GORRIGANEZ, gant Fañch Elies 25
HAÑV, gant Ronan Huon 31
C'hoariva
AR ROUSALKA, gant Pouchkin 32
Studiadenn
AR MERC'HED E LENNEGEZH VREIZH, gant Benead 44
Prederouriezh
FETIS HA DIFETIS, gant Maodez Glanndour 55
Gwerinoniezh
E BRO-BENMARC'H, SANT-WENOLE, gant Kerlann .. 64
Keltia
STROLLAD BROADEL KEMBRE HAG AR BROADOU KELTIEK HAG ARALL 78
Notennou
KELGH KELTEK 82
AN INIZI FAROE 85
DISTAGADUR AR BREZHONEG 87
TREUZVEVADUR HAG ADC'HANIDIGEZH AR BREZHONEG EN UR BARREZ
C'HALLEGER, gant Erwan Tymen 88
KELEIER . 92
Pep gwir miret strizh
5

STOURM

« An neb a stourm, sed an hini a vev. »


« Mohammed ABD-EL-KRIM. »

Skrivañ a ra deomp ur c'heneil : a Chomit er-maez pep politikerezh, chomit war an dachenn
lennege! »... Diwar ar c'hentañ sell, nep piv bennak a vezo a-du gant ur seurt lavarenn, ken fur, ha
ken leun a boell. Evelkent, labour ar vrezhonegerien gredus n'eo ket hepken sevel barzhonegoù ha
kontadennoù, hogen ivez prederiañ war an holl gudennoù a zo da zirouestlañ evit dont a-benn da
adsevel hor bro. « Emañ Gwalarn o risklañ muioc'h-mui a-ziwar an dachenn lennegel war an
dachenn gevredigezhel », a lavare Olier Mordrel. Anat e oa ne c'helle ket Gwalarn chom dall ha mut
dirak ar vuhez, hag a hej ac'hanomp didruez, dre gaer pe dre heg. Ac'hanta, ec'hon-divent en em gav
dirazomp an dachenn da bleustriñ ; da skouer, ma 'z eo pouezus-dreist evidomp studiañ penaos o
deus graet Iwerzhoniz ar Stad dieub evit derc'hel bev pe adc'henel o yezh, ken pouezus-all eo
gouzout petra a zo bet arnodet ganto evit stankañ gouli an divroerezh, evit lojañ an dud diannez, h.
a. Arabat deomp ober evel gallegerien an Emsav, a zo re duet da welout er brezhoneg ur rann eus
obererezh ar vrogarourien, hag ur rann dister-awalc'h zoken hervez reoù anezho. Er c'hontrol, ret eo
d'ar vrezhonegerien plediñ gant pep kudenn a-bouez a sell ouzh hor stourm broadel, ha prientiñ an
amzer da zont a zle bezañ ar muiañ ar gwellañ « marevezh ar brezhoneg ». A-dra-sur, n'hon eus
c'hoant ebet d'emellout er rendaeloù politikel, - n'eo ket hol labour - hogen, arabat bezañ spontet ma
embannomp studiadennoù arboellerezhel pe gevredigezhel. Ret d'ar stourmer brezhonek bezañ ken
digor e zaoulagad war bouezusted ezhommoù gwerin Vreizh ha war berzhioù dudius ar c'hewezh...
Sevenadurel dre vras e tle bezañ ar gelaouenn evit ma kavo pep hini plijadur ouzh he lenn, ha n'eo
ket lennegel nemetken. Ret eo tizhout embann ur gelaouenn fetis, danvez liesseurt enni, a bourchaso
da bep hini peadra da zeskiñ, da brederiañ, ha da oberiañ hervez e c'halloud, hag a vo savet dre
genlabourerezh an holl. Er c'heñver se, embann a reomp amañ da heul keloù eus un oberenn a
c'houlenno ur striv digant an holl. Spi hon eus e vo stank e-touez lennerien a Al liamm - Tir na n-Og
» ar re a gemero perzh enni ! Un dlead eo dougen pep hini e damm maen d'ar savadur-se a vezo
dispar evit strewiñ anaoudegezh teñzor sevenadurel hor gouenn; hag ouzhpenn, gwelout eo renet
gant Roparz Hemon a zo evidomp holl ar brouenn e vo ar pezh labour-se unan graet vat...
6
A-hend-all, peogwir ez eo anat d'an holl eo bet ar brezel diwezhañ dibenn ur marevezh eus
hon emsav, poent eo deomp gwelout resis petra a zo bet sevenet betek-hen, e-sell tennañ skiant-
prenet evit ar bloavezhioù a zeu. Ac'hanta, plijadur hor befemp oc'h embann un danevell resis ha
fonnus eus obererezh pep strollad, hag eus an degouezhioù tizhet gantañ.
Ma teuomp a-benn da genlabourat holl ha da reiñ skoazell an eil re d'ar re all, dambrest e vo
an emsav adsavet evit mat, hag o c'honit tachenn muioc'h-mui betek en em ziskouez evel an nerzh
nemetañ en hor bro, hag unan eus ar re bouezusañ e Kornog Europa.
Andrev-L. LATIMIER

7
Geriadur Breizh

Gwechall, a lavarer, o deus ar Vrezhoned labouret re pep hini diouzh e du, hep en em harpañ
kenetrezo, hag alies o tabutal.
Kement-se n'eo ket gwir penn-da-benn. Oberoù 'zo, evel Barzhaz Breizh, evel Kroaz ar Vretoned,
evel Gwalarn, a zo bet savet diwar genlabour meur a hini. Ha petra eo hor strolladoù, nemet frouezh
kenharp un nebeut tud, kalz tud a- wechoù ?
Ar spered a genharp a dle, avat, mont c'hoazh war gresk en amzer-mañ. Rak diaesoc'h-
diaesañ e teu d'un den e-unan kas da benn oberoù a zoare, ken mesket e teu ar bed da vezañ, ken
niverus ar skiantoù da studiañ a-raok seveniñ tra pe dra.

Soñjet em eus abaoe pell 'zo en ul labour a vefe talvoudus d'ar Vro, hag a vefe savet gant un
niver bras a vrezhonegerien a-stroll. Al labour-se, dre c'hras Doue, a c'hellan kregiñ gantañ, ha
fellout a ra din gouestlañ darn eus va amzer dezhañ diouzhtu.
Ezhomm bras hon eus eus ul levr a vefe dastumet ennañ kement tra a bouez a sell ouzh hor
Bro hag hor Pobl. Aozet e vefe, evit bezañ aesoc'h da skrivañ, hag aesoc'h da implij, e stumm ur
geriadur, pep pennad o tont dindan un talbenn, hag an talbennoù renket hervez urzh al lizherennoù.
Geriadur Breizh ne vo ket ur geriadur eus ar Yezh. A dra sur, ne vefe ket fall kaout ur
geriadur brezhonek, o tiskleriañ ster pep ger e brezhoneg. Savet e vo, marteze dizale, met hor
menoz bremañ a zo disheñvel.
Abaoe ugent vloaz ez eus muioc'h-mui a vrezhonegerien desket. Pep unan anezho en deus
graet studioù a-ziforc'h, a zo ampart war ur vicher, a c'hell reiñ alioù war un danvez dianav
peurliesañ d'ar re all. Hemañ a zo istorour, henhont douarour, hennezh moraer, un all tisavour, un all
arzour, h. a. h. a. ; ne gontan ket ar yezhourien ; bez ez eus anezho diouzh an druilh. Pep unan a
c'hell, pep unan a dle kenlabourat. Ret e vo hepken plegañ d'un nebeut reolennoù.
8
Dreist-holl, Geriadur Breizh, ar mouladur kentañ anezhañ, a dleo ober ul levr, a vent
moarvat gant Geriadur Bras Vallée, pe Yezhadur Bras Kervella, o vont eus A da Z. Ur fazi, hag ur
mell fazi, e vefe moulañ danvez al lizherenn A, ha chom a-sav goude se. Pep pennad a ranko eta
bezañ berr a-walc'h.
Neuze, daoust ma ranker ober mat, arabat klask ober re vat en un taol. E mouladur kentañ
Geriadur Breizh e vo toulloù, anat eo. Pennadoù 'zo, gouzout a reomp, a vo dispar. Pennadoù 'zo,
gouzout a reomp ivez, a vo dister. Kalz traoù a ranko bezañ reizhet, klokaet, adkempennet er
mouladurioù da heul. Gwelloc'h ul levr hanter vat eget netra.

Evit ar Bobl e vo graet Geriadur Breizh, evit ar milion bennak a dud a oar Brezhoneg. Ne
dleo ket an danvez nag ar yezh bezañ re uhel. Pep tra a dleo bezañ diskleriet splann ha resis. Ar
yezh a dleo bezañ aes, an tostañ ma c'hellor d'ar Brezhoneg Eeun.

Dastum, berr-ha-berr, kement tra a rank ur Breizhad gouzout diwar-benn e Vro, reiñ un
diazez d'hor sevenadur broadel a hiziv, setu aze, pal Geriadur Breizh. Sevel anezhañ a vo kefridi
vras Kelc'h Gwalarn, nevez krouet. Neb en deus c'hoant ober e lod, e stumm pe stumm, skrivet din
ar c'hentañ gwellañ.

Roparz HEMON
Dulenn, 6 a viz Genver 1948.
Notenn. - Degas a reomp da soñj chomlec'h Kelc'h Gwalarn : 42, Bothar an Bhioma Bhain,
Cluain Sceach, Baile Atha Cliath (Eire).

Lennegezh

Ar Gembreadez

Ur vag a oa deuet e porzh Brest, ur vag vras a zegase da Vreizh Bretoned tramor, Kembreiz,
deuet da weladenniñ hor bro. Kirri-dre-dan a oa war ar c'hae, hag en unan anezho e pignas ur
Gembreadez yaouank. Kaset e voe ar c'harradoù Kembreiz da ober tro ar c'halvarioù kozh hag an
ilizoù, da welout an dra-mañ-tra, a-dreuz kêrioù ha bourc'hioù Breizh-Izel, sav-disav ar
c'hrec'hiennoù glas, a-hed an hentoù, heol an hañv o parañ war bep tra. A-wechoù e oad tost ouzh ar
c'hoadoù, kerkent goude oc'h hedañ ar mor, ha neuze war an aodoù.
« Re heñvel en holl eo ho pro ouzh va hini », eme Enid ar Gembreadez da Erwan ar
Breizhad yaouank karget da heñchañ ar bagad ha da reiñ sklerijenn d'hor breudeur a Vro-Gembre
war gement a welent.
Ar plac'h yaouank, evit gwir, ne selle ket nemeur ouzh ar gwel. Azezet e oa a-gleiz dezhañ,
he mantell-c'hlav war he barlenn. Boemet e oa Erwan ouzh he c'hoantiz. Pa skrivas e saozneg war
he roll-beaj, da heul geriennoù evel « Dorn ouzh dorn », « Kalon ouzh kalon », YOU ARE VERY
PRETTY, e vousc'hoarzhas dezhañ ez flour hag e taolas a-gorn ur sellig leun a valis.
Kregiñ a reas en he dorn, dre zindan he mantell-c'hlav ha, pa skoulmas e vizied ouzh he re-
hi, ne sachas ket digantañ he
dorn.
E Kemper, gwir eo he devoa kanet dezhañ en he yezh ar son gaer « ...Karantez pur ken
kreñv hag an dir A bado tra ma vo daou... »
War-dro ar Faou, da noz, er c'harr ruilh-diruilh bepred he doa lezet he fenn kouskedik da
bouezañ war e skoaz.
En noz-se end-eeun ar vag, sklerijennet-holl a yeas kuit diouzh Brest. Ne leze Enid war he
lerc'h nemet ur frilien bihan chomet gant Erwan, he chomlec'h du-hont e Bro-Gembre hag eñvorioù
c'hwek meurbet d'e galon, mezvus evel frond ur plac'h tremenet e-biou dezhañ.

10
Mont a reas Erwan da heul e huñvre : adgwelout ar Gembreadez. An hañv e oa, an ehan-
skol. Lavaret en devoa dezhi ez aje marteze da Vreizh-Veur da dremen un nebeut devezhioù, da di
tud a anaveze. Sed a reas : treuziñ Mor Breizh e Sant-Malo ; dilestrañ e Southampton antronoz ha
mont da gaout an dud-se.
Un devezh e tegouezhas ul lizher. Skritur Enid a oa war ar golo, hag e lennas
« ...Goude ar gaer a droiad graet en ho Preizh, emaon-me o tremen an hañvezh e porzh-mor
bihan ur c'horn-bro kollet a Gembre ; war ribl Mor Iwerzhon. Re bell eo, siwazh evit ma teufec'h
d'am gweladenniñ amañ ha ne gredan ket e teufec'h ha c'hwi koulskoude o vezañ e Breizh-Veur, her
gouzout a ran... »
Tridal a reas Erwan gant ur barrad levenez ! Ne oa ket echu pep tra eta abaoe o c'himiad
diwezhañ e Brest. Evit gwelout Enid en-dro ne oa netra ha ne raje; ha pa vije-hi e penn pellañ ar bed
he c'havje ; hag e lodennfe ganti ar soñjezonoù foll en doa-eñ graet a-c'houde o disparti : Ha ma
timezfe ganti ?...

An nozvezh a-bezh a dremenas en tren bras ha fromet e voe o treuziñ an Havren : e Kembre
e oa, bro an hendadoù, bro Enid. En tren bihan bremañ, un doare « tren patatez » evel e Breizh, ha
neuze, pa ne 'z ae ket pelloc'h, en ur c'harr-boutin leun a Gembreiz o « pilat o genou » e kembraeg.
Chom a reas ar c'harr a-sav : un daolenn ec'hon en em lede dirak daoulagad Erwan. Souezhet
e oa bet gant ar vro, an tiez, an dud ; bremañ avat e kave dezhañ n'en doa ket kuitaet Breizh. Ar mor
; ar mor, divent a oa dirazañ. Torgennoù-glas, setu Penrhiwhag, en traoñ, traezhenn c'hleb
Traethgwyn, hag evned mor gwenn-kann oc'h ebatal en uhel.
Liv ar beure a vrasae bep an tamm hag e sklerae an tiez gwenn tamolodet ouzh an dorgenn.
Fresk e save an avel diwar g-Cardigan Bay.
MORAWEL, ti Enid ; un talbenn gwennrazet. Ar berc'hennez, ur Gembreadez hegarat, a
zigoras an nor. « Enid? Yes, she 's in, met re abred eo ; n'emañ ket savet c'hoazh. Diskennit war an
traezh, amzer dezhi d'en em wiskañ, di ez ay d'ho kerc'hat ».
- Erwan ! Is that you ?...
E anv a dregernas a-dreñv d'e gein. Treiñ a reas, ha chom en o sav peuzdilavar o sellout an eil ouzh
egile.
11
- Deomp, emezi ; pa 'z oc'h deut, hoc'h heñcherez a fell din bezañ d'am zro, hag e vin ! N'ho pezo
ket a geuz, c'hwi a welo pegen kaer eo va bro !
Kroget en doa en he brec'h, ha, kazel-ha-kazel, ez ejont. A-ziwar neuze, an amzer o tremen a
seblantas dezhañ ur beurbadelezh. O, na kaer e oa ar vuhez !
A-hed an deiz e c'haloupent amañ hag a-hont, kazeliet atav, da bont Lannina trouzus e
lamm-dour, da Gaid-yr-Adar, tornaod a-us da Vor-Eire... Ya ! diwelus, du-hont en tu-hont da linenn
an dremmwel edo an Enezenn C'hlas : Bro-Iwerzhon.
Erwan avat, hag e oa e chal eus Erin C'hlas, ha pa oa gantañ Enid ouzh e vrec'h, ur sae skañv
hañvek en-dro d'he c'horf mistr, he blev dispak en avel, he daoulagad o parañ en e re?
Den war-dro ! An heol nevez a glouarae al leton, ha gourvezet o devoa Enid hag Erwan.
Frond ar geot o tommañ a veske gant c'hwez sall ar mor ha c'hwez blev Enid. « Kleierigoù glas » o
kreskiñ tro-dro a oa hej-dihej en-dro dezho. Boud an avel, boubou ar mor, trouz o fokoù ne glevent
ken.
Ur poent a voe, ur pennad berr, en em lakaas Erwan da flourat he c'hostez stok ouzh e hini.
Lammat a reas Enid trumm sonn en he say « No more... » emezi, o tremen he dorn war he zal, o kas
he blev war-dreñv gant kil he dorn, gant ur jestr heneuz boas d'ar merc'hed yaouank.
Sellout a reas buan ouzh hec'h arzorn :
- Kreisteiz hanter, endeo ! Krozet e vezimp er gêr ! Kregiñ a reas e dorn Erwan hag, evel
daou loen pennfollet, en em strinkjont da redek davet an traoñ penn-da-benn ar run.

Hag anavezout a rae Erwan Aberstouez ? Nann, evel-just ne rae ket. Di ez ejont eta, ha da
gant lec'h all. Dre ar c'harr-boutin adarre.
- Ha n'emaomp ket o veajiñ en ho pro, evel ar miz tremenet eme Enid. Hedañ a rae ar c'harr
ar pleg-mor digor frank. Bae Douarnenez ? Ha du-hont, Menez-C'homm ? pe ar Ouezva, «
Snowdon » ar saoznegerien ?
En Aberaeron e stagas an heol da vont da guzh. Astenn a reas Enid he biz davet ar ruzder,
war-du an heol. « Ireland, there, » emezi.
12
Da noz, war veg ar c'har, ouzh troad an tanlec'h bihan, ilinet ouzh aspled ar sav-meinn hag o
selaou pladennoù sonskriverez-doug ar Gembreadez, e oa brav d'an daou bezañ. Pe nozvezhioù all,
goude koan e Mindraeth mont dindan mantell an noz, kazel-ha-kazel, da arvestiñ ouzh ar stered,
dirazo d'an traoñ tiez kousket ar porz o souchañ.
Pokoù, pokoù, pokoù...
- Perak oc'h-c'hwi deuet keit-all, Erwan ? Ha Bro-Gembre a zedenn kement-se Breizhiz
Vreizh-Vihan ?
- Hudourez c'hwi, a responte Erwan, tavit, evidoc'h-c'hwi eo ez on-me deuet keit-all. Say,
Enid, ha dimeziñ 'rafemp ?
- Ne raimp ket, c'hwi am dilezo, am ankounac'haio : Ret eo. Ret eo kemer ur wreg en ho pro.
Petra rafec'h er vro-mañ ? Ya, ya, lavarit din ez oc'h Kelt, ha me Keltez ; savet oc'h bet e galleg ha
me e saozneg dreist-holl. Disheñveledigezhioù a vezo bepred... Disoñjit-me, Erwan, evit ho mad eo.
Dic'hoarzh e oa evel un delwenn, dic'hoarzh-meurbet, ha ne roas ket mui he muzelloù da
bokat.

Toket-ledan en abeg d'an heol, gwisket-holl e gwenn, e oa deuet Enid gant he c'hoar d'e
ambroug betek arsav ar c'hirri-boutin. Kent pell ne voe nemet un takad gwenn o vihanaat, ha dizale,
ne voe netra mui diouti.
Edo ar marv e kalon Erwan.
Bremañ e sanke en noz an trein e gase, ouzh e bellaat atav. Tamolodet en e gorn-kombod,
ouzh trouz hirvoudus ar rodoù, e kounae Erwan dre ar munud ar predoù amzer berr hag eürus
tremenet a-gevred gant Enid goant.
Nann, predoù evel ar re-se n'hellont ket mervel. Keit hag ar vuhez, ha pelloc'h, e vezint bev-
flamm da viken, o Kembreadez !
KERLANN
13

TWMI

I
Un nozvezh yen-meurbet e oa, dreist-holl eyit ar re n'o doa ket a dan war o oaled.
Ne oa ket a dan gant Twmi hag e dad. E gwirionez, ne oa ket bet a dan ganto deizioù 'oa : ha
dre-se n'eo ket souezhus e krene an daou anezho gant an anoued, en o c'hoazez, unan war ur gador
hag egile war leur yen ar gegin.
Mengleuzier e oa tad Twmi, ur mengleuzier o paouez koll e garg evit bezañ kredet lavarout
d'ar steward e oa e c'hopr re vihan evit daou da vevañ diwarnañ.
Ha ne oa ket bet diskiant e zoare d'ober ? Dleout a rae gouzout n'en doa ket ar gwir da gomz
ouzh ur steward. Ma varvfe Twmi e vefe ur muntrer !
O soñjal en dra-se e teuas warnañ ur c'hwezenn yen, hag evit un eilenn e voe re fromet evit
gouzout mat pelec'h edo. Ha posubl e oa e c'hellfe mervel Twmi ? N'en doa ket soñjet e se diagent ;
hag o sellout ouzh e vugel bremañ e spurmante, daoust d'e spont, en doa un neuz klañv, un neuz
disheñvel eus an neuz yac'h a oa warnañ ur miz a oa. E zremm a oa disliv, ha krenañ a rae, krenañ a
rae evel un delienn. Daoust hag o vont da vervel e oa?
Tremen a reas e zorn war e dal leizh, hag e hirvoudas. Neuze e lakaas e zorn e godell e
borpant hag e tennas e gorn. Sellout a reas outañ gant souezh hag hen lakaas en-dro en e c'hodell.
Daoust hag e oa Twmi o vont da vervel ?
« - Twmi », emezañ gant ur vouezh wan, « Twmi va faotr ? »
« - Ya, va zad. »
« - Yen-skorn eo. »
« - Ya, neketa ? »
« - Spontus. N'ac'h 'eus ket tapet anaoued ? »
« - Nann, 'm eus ket. »
« - Sur out ? »
« - Sur on, va zad. »
Adtennañ a reas Huw Jones e gorn eus e c'hodell hag e sellas outañ hiroc'h eget ar wech
kentañ. Neuze hen adlakaas en e c'hodell hag e sellas ouzh Twmi gant evezh. Daoust hag e oa o
vont da vervel buan.
« - Twmi », emezañ a vouezh izel.
« - Ya, va zad. »
14
« - Yen-spontus eo. »
« - Ya, neketa ? »
« - Ya, daonet ! Gwelloc'h eo dit mont d'az kwele. » Sellout a reas Twmi ouzh e dad ha
hemañ a stouas e benn.
Daoust ma ne laras Twmi ger all ebet, e zaoulagad a lare e c'houlle e goan.
« - Tomm e vo dit eno », eme Huw Jones, « ha me a gaso dit un tamm da zebriñ dizale. »
Diouzhtu e lugernas daoulagad ar paotr. Edo o soñjal en amzer pa oa e vamm o vevañ, ha pa
oa aes d'al labourer onest komz gant ar steward dizonest.
« - O tougen anezhañ war ur bladenn evel ma rae mamm gwechall », emezañ o lammat war
e dreid, ken laouen ma oa. Kregiñ a reas Huw Jones da c'hweziñ adarre, hag a-benn ur vunutenn pe
ziv e voe re fromet evit respont da Dwmi.
« - Pelec'h emañ va mamm ? » a c'houlennas Twmi a- greiz-holl, ken na c'hwezas Huw
Jones muioc'h eget biskoazh.
« - N'ouzon ket, va faotr », a lavaras strafuilhet.
« - N'he deus ket lavaret pelec'h e oa o vont? »
« - Piv? »
« - Va mamm. »
« - Da vamm ? Kae d'az kwele, Twmi bach. »
« - Ne roas din anv ebet eus al lec'h m'edo o vont », eme Dwmi o stouiñ e benn.
« - Nann, Twmi ? » eme e dad fromet.
« - Nann, ne laras mann ebet nemet e oa o vont ; ha pa c'houlennis diganti o vont pelec'h, e
oa kousket, ha n'hellis ket he dihuniñ. Souezhus, hañ, tad ?
« - Ya, Twmi. »
« - Ha pa 'z is da c'houlenn an deiz war-lerc'h e oa aet ; ha ne welis nemet he boest. Ur
voest vras ha hir e oa. Gwelet 'c'h eus anezhi, tad ?»
« - Ya, gwelet am eus. »
« - Hag e-leizh a dud a zeuas neuze da gerc'hat ar voest, neketa ? Ha kanañ a raent o tougen
anezhi. Souezhus eo, hañ, tad?»
« - Ya, va faotr », eme Huw Jones o sec'hiñ ar c'hwez diwar e dal. Twmi ne ouie ket e oa o
rannañ kalon e dad.
« - Perak e kanent, tad ?
« - Perak, Twmi ? »
« - Ya, tad. »
« - N'ouzon ket, va faotr. »
« - Met ne ganes ket te, na Moereb Elin kennebeut. »
« - Ne ganen ket, 'larez ? »
« - Ne raes ket. Souezhus 'oa, neketa ? »
« - Kae d'az kwele bremañ. »
15
- Mat, tad. »
Tennañ a reas Twmi e vragoù bihan war an oaled yen, evel ma oa boas d'ober en amzer e
vamm, pa oa un tan brav o sklerijenniñ pep korn eus an ti. P'en doe echu e reas ur pakad bihan gant
e zilhad, evel m'he doa desket e vamm dezhañ ober, hag ez eas d'e wele gant ar pakad dindan e
gazel.
Met ur vunutenn goude e teuas en-dro betek dor ar gambr.
« - Tad », emezañ, gant e bakad bepred dindan e gazel.
« - Ya, Twmi. »
« - Gouzout a rit pelec'h ? »
« - N'ouzon dare va faotr. »
« - Un dro fall he deus c'hoariet mamm o vont kuit hep lavarout pelec'h. »
« - Tav, Twmi, tav. »
« - Ha mont a rafec'h c'hwi bremañ ? »
« - N'afen ket, Twmi. »
« - Soñjal a raen », eme Dwmi, o lakaat e bakad war ar gador hag oc'h azezañ warnañ. « Ha
soñjal a rit e teuio en-dro ? »
Adarre e krogas Huw Jones da c'hweziñ.
« - 'Ran ket », e respontas.
« - Me a garfe e teufe. 'Garfes ket ? »
« - Piv ? »
« - Mamm evel-just. Petra a soñjez, tad? »
« - Kae d'az kwele, va faotr. »
« - Marteze e teuio. Mamm Twm Huws a zo deut, »
Huw Jones a soñjas en eil gwreg Robin Huws, hag e huanadas.
« - Soñjal a rit e teuio ? » a c'houlennas Twmi.
« - Marteze. »
« - Goulenn a rin digant ar Mabig Jezuz lavarout dezhi dont amañ en-dro. »
« - Nann, paouez, Twmi bach », eme Huw Jones.
« - Perak ? »
« - Kae d'az kwele. »
« - Met perak, va zad ? N'hell ket dont ? »
« - Eo, ma larez... »
Sevel a reas Huw Jones diwar e gador, hag e oa un neuz ken iskis war e zremm ma redas
Twmi d'e wele spontet, o lezel e bakad war al leur.
Met n'ankounac'haas ket a-raok en em reiñ da gousket goulenn digant ar Mabig Jezuz
lavarout d'e vamm dont en-dro. Er gambr all e pede Huw Jones evit ma lezfe Doue e baotr bihan
dezhañ.
16
II
Teir sizhun a ÿeas e-biou, teir sizhun teñval-tre evit Huw Jones. Edo bepred dilabour, hag e
dammig arc'hant a oa aet da hesk.
Met gwashoc'h evit se. Krog e oa Twmi da fallaat. Ne oa ket Huw Jones gwall soutil ; e gwir, ne oa
ket hanter ken soutil ha Margiad e wreg, met soutil a-walc'h e oa evit gwelout e oa un dra bennak o
c'hoari gant Twmi. Anat e oa diouzh e zremm. Disliv e oa ha tanav - tanav-kenañ.
Un nozvezh edo Huw Jones diaesoc'h eget boaz. O paouez merzout e krene daouarn Twmi e
oa. Margiad he doa lavaret dezhañ ne dlee ket krenañ ar vugale ma oa a-walc'h a zilhad warno ; ha
goude bezañ soñjet en dra, e kounaas Huw Jones ne grene morse Twmi en amzer Margiad. Sur e oa
un dra bennak o c'hoari gantañ.
« - Twmi », emezañ gant ur vouezh diaesaet.
« - Ya,va zad.»
« - Klañv out, lar. »
« - Klañv, va zad ? »
« - Ya. »
« - Petra eo, klañv ?
« - N'en em santez ket 'vel pa vije, gwan ? »
Twmi en doa ur menoz bennak eus ar pezh a oa « klañv » rak klevet en doa e vamm o
lavarout alies a-raok mont kuit e oa klañv, met ne ouie ket e c'helle kanfarded vihan eveltañ bezañ
klañv ; hag un dra all : n'en doa ket c'hoant mont kuit, dreist-holl p'en doa goulennet digant ar
Mabig Jezuz kas e vamm en-dro.
« - Dleout a rafen bezañ klañv, va zad ? » a c'houlennas.
« - Met n'ouzon ket, paotr. »
« - Karout a rafez e vefen klañv ? »
Huw a sellas outañ souezhet.
« - Va morianig kaezh, 'ran ket », e respontas.
« - Neuze ne vin ket klañv », a respontas Twmi prim.
« - Met penaos en em santez ? »
« - Evel m'en em santfen goude treiñ-treiñ mezv. » Hirvoudiñ a reas Huw Jones.
« - Petra 'zo, va zad ? » a c'houlennas Twmi.
« - Mann. Karout 'rafez mont d'az kwele ? »
« - Ya », eme Dwmi, « ma talc'hit dor ar gambr. »
« - Derc'hel an nor ? »
« - Ya, treiñ a ra, tad. »
« - Treiñ ? » a respontas Huw Jones gant ur vouezh wan. « Va Doue, ha n'eo ket kalet ! »
« - Ha gallout a rafec'h tennañ va bragoù, tad ? »
17
Tapout a reas krog e Twmi, ha daoust d'e strafuilh e verzas e oa skañvoc'h eget pa oa war
varlenn e vamm.
Ne reas ket Twmi e bakad an noz-se met goulenn a reas ouzh e dad hen ober evitañ; o
kuzuliañ penaos ober evit hen ober vat.
Antronoz e soñjas Twmi e oa ret dezhañ bezañ klañv goude-holl, rak poan en doa en e benn
evel e vamm p' edo klañv.
« - Penaos en em santez hiziv, Twmi ? » a c'houlennas e dad.
« - Mat », a respontas Twmi.
Ur mousc'hoarzh a zeuas war vuzelloù Huw Jones.
« - O, gwellaat a ri c'hoazh. »
Twmi ne gomprene tamm ebet ar gerioù-se. Met klevet en doa e dad ouzh o lavarout alies
d'e vamm, ha respont a reas diouzhtu evel ma oa boas e vamm da respont.
« - Ya va Doue », emezañ. « An heol a zeuio adarre war ar vre. Dont a ray. »
Mont a reas kuit ar mousc'hoarzh eus daoulagad Huw Jones. Twmi en em roas da gousket ;
ha pa oa an heol o vont da guzh o skuilhañ a vare da vare ur skinenn er gambr yen, a-greiz-holl e
tihunas Twmi.
« - Va zad », emezañ goustadik.
« - Ya, Twmi. »
« - Ne zeuio ket mamm en-dro, gwelout a rez. »
« - Ne zeuio ket, a larez ? »
« - Ne zeuio ket, emañ o paouez lavarout din. »
« - Gwir ? Un dra all bennak he deus laret ? » eme Huw Jones gant ur mousc'hoarzh gwan.
« - Lavaret he deus din mont ganti. Dont a rit ? » N'en doe ket Huw Jones amzer da respont .
R. Hugues WILLIAMS
Troet diwar ar c'hembraeg gant R.-Y. Huon.

18

Sion William

Un devezh yen ha gleb a oa anezhi hag e tamolode ar vengleuzierien en o laboù dister gant
un neuz digalonekaet-tre war o dremmoù louet.
« Mar n'hor bez-ni ket gwelloc'h amzer eget evelhen, » eme unan anezho a oa en e sav e
toull an nor gant ur sac'h war e zivskoaz, « ni a varvo gant an naon evel logod ».
« Hag e raimp, » a respontas un den kozh a oa krommet-holl diwar labour, « da larout eo ar
re ac'hanomp n'emaint ket o vervel gant an naon a-benn bremañ ».
N'oa ket ar vengleuzierien ouzh e gompren. Aes a-walc'h e oa komz a vervel gant an naon.
Evel-se, n'oa ket eston e vije ar vengleuzierien un tammik souezhet diouzh klevout Sion
William o komz eus ar re a oa o vervel gant an naon.
« Petra 'zo en da soñj-te, Sion ? » a c'houlennas unan anezho souden.
« Netra 'bet, » eme Sion, en ur ober un hej d'e zivskoaz.
« Perak e oas-te o komz diwar-benn mervel gant an naon, eta? »
« Perak en deus Huw komzet diwar-benn se ? » a c'houlennas an den kozh.
« Farsal a rae-eñ. »
« Farsal a raen-me ivez. Re gozh on-me da farsal, moarvat ? Me 'vo-me re gozh evit pep tra
nemet da vervel dizale. »
« Nann, va c'homprenet ec'h eus a-dreuz, Sion ger, » eme ar mengieuzier karantezus. «
Kenkoulz eo ganin da glevout o farsal ha n'eus forzh piv er vengleuz amañ met... »
« Met petra ? »
« Ne da ket d'ober van. »
« Nann, fellout a ra din gouzout petra 'zo en da soñj ? »
Stagañ a reas ar mengleuzier da gaozeal gant ur mengleuzier all, en ur soñjal eo an doare
gwellañ e oa da gemmañ ar gaoz.
Met n'oa ket troet Sion William da deurel an afer a-gostez ken aes, hag en ur sachañ war e varv gant
e zorn, imoret, e tostaas ouzh ar mengleuzier.
« Guto, » emezañ.
Ne reas ket ar mengleuzier an neuz d'e glevout.
« Guto Jos, » eme an hini kozh.
Ne rannas Guto ger ebet.
« Ha va c'hlevout a rez-te, Guto ? »
« Gran, petra 'c'hoari ganez-te ? »
19
« Netra 'bet, » a respontas an den kozh gant an tan en e zaoulagad.
« Perak n'am lezez ket e peoc'h, neuze ? »
« Fellout a ra din ober ouzhit ur goulenn. »
« Petra eo ? »
« Ha soñjal a ra dit-te emaon-me o vervel gant an naon ? » Kravat a eure Guto Jos e benn.
Ez oa enket en ur c'horn.
« N'em eus laret ger ebet diwar da benn-te, » a respontas.
« Respont d'am goulenn-me. Ha soñjal a ra-dit-te emaon-me o vervel gant an naon, me Sion
William ? »
C'hwibanañ a eure Guto Jos. « Kae diwar va avel-me, » emezañ.
« Kerkent ha m'az po-te respontet d'am goulenn-me, » eme an den kozh. « Ha mervel a ran-
me gant an naon ? »
« Te 'oar ar gwellañ. »
« Gouzout a ran kement-se, met gouzout a ran-me ivez emaout-te ha kement hini all a zo er
gabanenn-mañ, o soñjal emaon-me o vervel gant an naon. Mat, ur fazi bras a rit-c'hwi N'emaon-me
tamm ebet o vervel gant an naon, na n'emaon, dre va feiz. Me 'zo pinvidik, hag ez on, sur, pinvidik.
»
Ur wech echuet e brezegenn, ez azezas Sion William war ur bank, diviet.
« Pet eur eo anezhi, paotred ? » a c'houlennas souden.
« Tost da greisteiz eo anezhi, » a respontas unan anezho.
« Hag ez eo ? » a respontas an den kozh, hogosik spontet. « C'hoant kousket am eus-me.
N'am eus ket kousketr kalz neizheur. Na dit ket d'am dihuniñ, paotred. »
Hag ez en em roas da gousket, da lavarout eo, serriñ a reas e zaoulagad en ur ober trouz evel
pa vije o kousket.
Dont a reas poent lein, met ne zihunas ket an den kozh, hag e sellas ar vengleuzierien an eil
ouzh egile, evel ma klaskent debriñ o zammoù bara hag amann.
Mont a reas un eur all e-biou, met ne zigouskas ket Sion William, ha gant ma kendalc'he ar
glav da gouezhañ, e kinnigas lod eus ar vengleuzierien mont d'ar gêr.
« Gwell eo dimp-ni dihuniñ an hini kozh, » eme C'huto Jos. Da neuze e tigoras Sion William
e zaoulagad, en ur glask ober selloù goullo.
« Pet eur eo anezhi, paotred ? » a c'houlennas-eñ ur wech muioc'h.
« Teir eur eo, » a respontas unan anezho.
« Teir eur ! »
« Ya. »
« Ha me hep va lein. »
« Mat, gwell diwezhat eget diwezhatoc'h. »
20
Dont a reas an neuz spontet war zremm Sion William ur wech ouzhpenn.
« Ne soñj ket din e kemerin-me tamm bremañ. Ne dalv ket ar boan din turlutal ken ne 'z in
d'ar gêr. Emañ va boued er santier ivez. »
« Mat, » eme C'huto Jos, « un tamm bara hag amann a re a zo ganen, mar plij ganez e gaout,
da virout na rankfez sevel d'an nec'h. »
An hini kozh a sellas start outañ, ne welas, avat, e daoulagad Guto netra o reiñ da soñjal
dezhañ e ouie n'oa ket a voued gantañ.
« Mat, mar deus ganez-te un tamm bara hag a re, » emezañ, « e gemer a rin, din da chom
hep trafikañ mont d'an nec'h. Dont a ran da vezañ re gozh da grapat kalz a-hed ar pazennoù-se ».
Reiñ a reas Guto an tamm bara hag amann dezhañ hag an den kozh e zebras, digor e galon.
« Kemer a ri un all c'hoazh ? » a c'houlennas Guto Jos,
« din da dremen hep kaout ar boan d'e gas d'ar gêr. Marteze e vo da ganen-me ivez kaout un
tamm bara hag amann diganez un deiz bennak pa 'm bezo-me lezet va boued er santier. »
« Emaout e-kreiz da wir, » eme an den kozh. « Reiñ ha resev a zo anezhi er c'hozh bed mañ,
neketa ? »
« A gred mat din, e gwir. »
Ur wech debret an eil tamm bara hag amann, ez en em ziskoueze Sion William hogosik
laouen, hag e tennas ur c'horn kozh eus e chakod, ha goude lakaat un nebeudig butun ennañ, e
stagas da vutuniñ.
« Guto, » emezañ souden, en ur stekiñ e brec'h Guto Jos.
« Petra 'zo bremañ ? »
« Ur gizell mat-dreist am eus-me amañ. »
« Mat, petra diwar he fenn ? »
« Netra 'bet, met ha plijout a rafe dit he c'haout? »
« Met ezhomm ac'h eus-te anezhi da unan. » •
« Nann, ne soñj ket din, » eme an hini kozh, tristik.
« Perak ? » a c'houlennas Guto sebezet.
« Mat, ar wirionez n'eo ken anezhi, ez an d'en em dennañ, » eme Sion.
« D'en em dennañ ? »
« Ya, d'en em dennañ. N'ec'h eus ket va c'hlevet-me o larout ez oan-me pinvidik ? »
« Eo, met.,. »
« Met petra ? Daoust ha n'am c'hredez ket c'hoazh ? »
« Eo, met... »
« Sed aze a-walc'h, Guto. Mar n'ec'h eus ket ezhomm eus ar gizell, ez eus amañ a-walc'h a
gemer dezhi. »
21
« Hag ez eus, met gwell eo dit chom hep vannañ da vinvioù evel-se. »
« Ha me oc'h en em dennañ. N'am bezo-me ken ezhomm anezho. Va c'hompreg a rez ? »
« Ya.»
« Kemer ar gizell-mañ, eta. Piv a rafe plijadur dezhañ kaout ur sac'h, lavar ? »
« Gwelloc'h dit derc'hel hennezh, evelato. Ar sac'h a vo dit un dra akomod goude ma vi en
em dennet. »
« Nann, ne soñj ket din. Ret din-me kaout ur vantell c'hlav goude ma vin en em dennet. »
« Met ober a raio an dro evit un dra bennak all. »
« Nann, ne soñj ket din. M'hel lezo-me amañ. Marteze e vo
gras gant unan bennak e gaout. Peoc'h 'ta bremañ, Guto. »
Antronoz, ne zeuas ket Sion William d'ar vengleuz ha bras e oa ar goulenn diwar e benn.
« Setu eñ en em dennet, » eme C'huto Jos dic'hoarzh. Ar vengleuzierien, avat, a zirollas da
c'hoarzhin a-greiz kalon. Soñjal a rae dezho eo farsal a rae Guto.
« E c'hellit c'hoarzhin; » eme C'huto, « met ar wirionez a
laran-me. Ne welot mui ken Sion William er vengleuz-mañ. »
« Met pelec'h en do-eñ boued ? » a c'houlennas Huw Huws.
« Pinvidik eo, » a respontas Guto.
Hag e c'hoarzhas an dud adarre. Piv biskoazh en doa klevet
komz eus unan bennak aet da binvidik er vengleuz ?
« Mat, eñ e-unan eo en deus laret din-me, » a respontas
Guto.
« Marteze en deus-eñ dastumet un nebeut arc'hant, » eme Huw Huws. « Unan arboellus-
kenañ ez oa eñ. »
« Ezhomm a zo eus un dra bennak ouzhpenn arboell da zont da binvidik er vengleuz, » eme
Zik Ivan. « Emañ duhont unan eus ar merc'hed arboellusañ, met ne don-me tamm ebet sur da vervel
hep mont da welet an ospital. »
Cheñch liv a eure meur a unan eus ar wazed diouzh klevout ar ger ospital.
« Mat, emañ an den kozh en em dennet» eme C'huto Jos. « Laret en deus din e-unan dec'h ez
oa o vont d'hen ober, hag ez oa un tammig lorc'hus zoken. »
Ne lavarjod tra ebet ouzhpenn diwar-benn an afer, met lakaat a reas Guto Jos en e soñj mont
da welout penaos ez oa an hini kozh o vevañ ur wech en em dennet, diouzh an abardaez-se, hag e
c'houlennas ouzh Huw Huws dont a-gevret gantañ.
War-dro eizh eur, ez oa an daou e-tal dor lochenn Sion William.
22
« Ez eo unan arboellus, en un doare bennak, » eme Huw Huws. « N'eus gantañ na tan na
goulou. »
« Marteze emañ en e wele. » eme C'huto.
« Ne vefen ket souezhet, » eme Huw. « Sko war an nor. » Huw a skoas met ne zeuas nikun
war-du an nor.
« Ro un taol d'an nor, » eme C'huto.
Ha Huw ha reiñ, met ne zihunas ket Sion William.
« Ro un taol adarre d'an nor, Huw, » eme C'huto.
« Reiñ a reas Huw un taol kreñvoc'h eget araok ; hag e tigoras dor an ti tostañ.
« En anv ar Roue, » eme ur vaouez oadet etre, « petra 'fell deoc'h-c'hwi ? »
« Pelec'h emañ Sion William ? » a c'houlennas Guto Jos.
« C'hwi a zo re fentus, » eme ar vaouez en ur ruflañ.
« Petra 'soñjit-hu ? » a c'houlennas Guto. « Komzit sklaer pe serrit ho peg. »
« Hag e rit ac'hanoc'h-c'hwi hoc'h-unan gwazed, » eme ar vaouez hep ober van outañ. «
Gwazed e gwir, o lezel un den kozh da vervel ! »
« Mervel ! »
« Mat ya, mervel, Me 'zo sur-me ez eo marvet eno. »
« Pelec'h ? »,.
« En ospital, sur-mat. »
« Piv 'zo en ospital ? »
« John Wilias, abaoe ar beure. »
Sellout a reas an daou vengleuzier an eil ouzh egile.
« Dleet hor bije gouzout, » eme C'huto Jos, en ur sellout ouzh milginoù e borpant, « eo an
hent nemetañ eo d'ur mengleuzier d'en em dennañ. »

Dik TREVAN
troet diwar ar C'hembraeg gant Fañch ELIES.

23

Barzhonegoù

MEURVOR
La mer, la mer toujours recommencée... P. Valéry.

Meurvor! Hiziv n adkavan


Lijor glasliv a anavan
A-c'houde meur a vloaz !
Ec'h out-te evel boaz
Ledan ha fiñvus
Edan ar c'hogus...

Da anal o hejañ ma lestr


A ro dezhañ
E ene skañv
Ha digabestr,
Klemmoù kreñv e frammoù,
Koroll an neñv en e fardoù.

Ec'hon e c'hwezh a-us dit an avel.


C'hoari a ra a-dreuz da eonenn.
Ec'h on staget ouzhit 'vel ur mevel,
Heuli a ran da lusk ha da houlenn...

Reiñ a rez-te o digenvez d'an inizi


Te eo hor stag ivez ouzh dremmoù hor bro-ni,
Hentoù a ziforc'h ha kondon a liamm,
Evit hon tec'h
Hag hon hiraezh
Ec'h out war un dro ha kleñved ha dramm,
An neb a wella dimp hag an hini hor samm !

Bet on a-hed da c'hlann da soñjal er Pellder,


Aet on a-dreuz da donn 'vit hen tizhout a-herr.
Gouestlet em eus dit ma micher,
Ha n'em eus kavet ar da ribl
Nemet da fas atav, o mor fasipl!

24
Bet on 'hed da vevenn evit gervel ar vro
Hag e-kreiz an harlu huñvreal en distro,
Met n'em eus klevet tro-war-dro,
War da reier ha war da draezh
Nemet dasson re wan ma Breizh !

Ez koueled meut- emañ beuzet ar Gêr,


An hani a c'hoantomp e donder hor c'halon.
Pegoulz e savo dirazomp, seder
Ha gwiv er mintin 'vel merc'h an eon ?

Salud dit islonk diamen !


Hor spontañ a rez gant da voud,
Gant goullo distumm ar gelloud
Hag e niveroù didermen.
Un noz dall hol lonki ivez
O hent divent a ya da Zoue!

Meurvor! Da vraster a ganan,


Lijor dibreder a garan,
Ledan ha fiñvus
Edan ar c'hogus !

war vor - Meurzh 1942,


Roperzh AR MASON
(tennet eus « Bourbl ar Reklom »).

25

AN AOTROU NANN HAG AR GORRIGANEZ

I
Ur gambr en ur c'hastell tost da goad Neved. Ur vatezh a luskell ur bugelig en e gavell. An
Aotrou Nann a ziviz ouzh e wreg yaouank, tamolodet en ur gador-vrec'h, stok ouzh ar prenestr ma
weler ac'han ar c'hoad meur, marellet e zeil gant livioù moug hag aour an Diskar-Amzer.
NANN. - Eus ho kwele pa'z oc'h savet,
Petra 'fell deoc'h, va fried,
A zegasfen eus koad Neved ?

Un heiez eus ar frankizenn,


Kefeleged eus ribl al lenn 5
Pe ur c'had eus gwaremm ar glen?

LEVENEZ. - Kavout mat 'rafen kig heiez,


Gant n'eot da redek dic'houzvez
War zouar ar gorriganez.

Taolit evezh da vont a-benn 10


D'ar feunteun zu 'tal an dorgenn,
Ma vez o kanañ e-kichen.

War dro serr-noz e-tal an dour


E hiboud he c'hanaouenn flour
Da douellañ ar chaseour. 15

NANN. - N'eus na gwreg na korriganez


Da vezañ trec'h d'ar garantez
Am stag ouzhoc'h, va Levenez.

Kig heiez ho pezo d'ho koan


Ha kefeleged mar kavan : 20
Rak hud na breoù ne grenan.

Kanit drant d'ho pugelig flamm,


Eilskeudenn gevrinus e vamm,
En e gavell, bleunienn estlamm.

26

LEVENEZ. - Doue d'ho tiwall, Aotrou ker, 25


Ha d'ho tegaso prim d'ar gêr,
Ma vin war ho kont dibreder.
II
Pell er c'hoad en deus ar c'hont yaouank redet gant e chas war-lerc'h un heizez. He skoet en
deus gant e viroù d'an douar, e-kichen ur wazhig-dour o piltrotat dindan ar wern. Emañ ouzh he
diskroc'henañ; pa zeu ar gorriganez war wel etre kefioù louet ar gwez faou. Ur vaouez kaer, he blev
melen, a zo anezhi.

KORRIGANEZ. - Aotrou yaouank, donemat dit


War zouar Itron ar Veuzid.
Pell 'zo e klasken da welout 30
Ha n'en em gaven war da roud.

Bremañ, avat, p'out deut em dalc'h,


Va hirc'hortoz 'zo paeet a-walc'h.
Ha din eurediñ a rankez
Ha, pa 'pefe kant digarez. 35

NANN - Eurediñ deoc'h me ne rin ket,


Peogwir endeo em eus pried,
Em eus pried hag ur bugel!
O huniñ flour en e gavell.

KORRIGANEZ. - Van ne ran ouzh lezenn an dud 40


Ar barged 'zo mestr war e glud:
An neb a vale dre va glad
A zo din sujet evit mat.

Karantez ouzhit a vagan


Ha dezhi hepken e plegan.
Na penaos e tisprizfes-te
Dont da zivarvel ganin-me !

Lez d'ar re all un eurvad bresk,


E feunteun aet buan da hesk...
Met d'am goulenn mar n'asantez 50
Ur c'hastiz warnout a sammez :
27
E-pad seizh vloaz e tisec'hi
Pe a-benn tri deiz e varvi.
Gra da zibab bremañsouden !
Pehini 'vo da blanedenn ? 55

NANN. - Mar deo ken uhel ho kalloud


Ha ma fell deoc'h lavarout,
Eo gwell ganin a-benn tri deiz
Mervel eget bezañ ho preiz.

Biken ar walenn ne dorrin 60


Gant va fried bet roet, din,
Biken ne nac'hin ar mab ker,
Nevez-c'hanet ganti em c'hêr.

Gwell eo ganin mervel raktal


Eget bout outi disleal.
Ganti gwell eo un eurvad berr
Eget ar morc'hed en ho serr, 65

III
Pell 'zo eo deut serr-noz, pa zistro an Aotrou Nann d'e gastell. Er sal vras, e-tal an tan, emañ
e vamm ouzh e c'hortoz. Ouzh skleur an oaled e sell-hi gant spouron ouzh he mab o tont daveti,
skuizh-divi hat drouklivet.

NANN, Va mamm, grit fichañ va gwele


Ma'z in em gourvez dizale :
N'hellan mai herzel war vale. 70

AR VAMM. - Perak kemer kement a boan


Da zegas kig gouez da goan ?
Ho kwelout ken skuizh a zo doan !

NANN. - Neket ar skuizhder am diaez,


Met mallozh ar gorriganez 75
A glaske ober din al lez.
Gant he c'hasoni hag he hud
Ez on skoet e-kreiz va brud.
Kent pell an Ankou am rai mut.

AR VAMM. - Siwazh dimp holl ha siwazh dit 80


Mar deo gant Itron ar Veuzid
Ez eo bet taolet barr ouzhit !

28
NANN. - Na livirit tra da'm fried
Kent d'an iliz ma vezo aet
Hag he fenn dezhi binniget. 85

Kalonad a-walc'h a vagan,


Mont diouzh ar bed evel ma ran,
Ouzh ho lezel en estrenvan.

Kavout a raen chwek ar vuhez,


Temzet gant blaz ar garantez, 90
Deut d'ober em zi hec'h annez.

Ne welin va mab o kreskiñ


E nerzh hag e furnez disi,
En e selloù tan ha dudi.

Ken abred rannet diouzh e dad, 95


Penaos, ar paour kaezh emzivad,
E c'hello-eñ difenn e c'hlad?

Grit war e dro, va mammig kaezh,


Ha frealzit va intañvez,
Pe em bez ne gouskin ket aes. 100

Pe er bez yen e hirvoudin


Gant keuz d'ar beureoù livrin,
Flouret o jod gant avel sin.
Gant ma klevin em geler zon
Eus berzh-mat va gouenn un dasson, 105
E vo disamm-sioul va c'halon.

IV
En derc'hent ez eo bet kaset, didrouz-kaer, korf an Aotrou Nann d'ar vered. Hag emañ ar
wreg yaouank oc'h en em fichañ evit mont d'an iliz da vinnigañ he fenn. Ar vamm-gaer, o terc'hel
d'ar ger roet d'he mab, n'he deus rannet grik da Levenez diwar-benn ar c'hañv c'hoarvezet ganti.

LEVENEZ. - Va mamm-gaer hag e larot din


E ruz pe c'hlas en em wiskin ?
AR VAMM - Va merc'h-kaer, setu deut ar c'hiz
Da vont gwisket du d'an iliz 110
29
LEVENEZ. - Va mamm-gaer, na piv 'zo marvet,
Ma'z eo ken doaniet ar merc'hed ?
AR VAMM. - Ur paour repuet er c'hastell
'Zo en noz-mañ deut da vervel.

LEVENEZ. Pelec'h eo aet an Aotrou Nann, 115


War va zro ken pa n'e welan ?

AR VAMM. - Aet eo an Aotrou kont e kêr.


Dont a raio en-dro emberr.

LEVENEZ. - Na perak eo ken trist ho penn,


Mamm-gaer, pa n'eus abeg a-grenn ? 120

AR VAMM. - Doaniet pe laouen, va merc'h-me


E vezomp hervez youl Doue.

V
Ar gontez yaouank, he mamm-gaer hag ar mitizhien ouzh o heul a zo erru e bered an iliz-parrez,
dres p'emañ oc'h echuiñ ar servij lakaet evit ene an Aotrou Nann gant tud ar vourc'h. Chom a ra
Levenez alvaonet, o welout an dud o tont ken niverus eus an iliz.
LEVENEZ. - Evit un den a ouenn uhel
Eo e tiñse ar glaz ken pell
Ha nann evit paour ar c'hastell. 125

Nag evitañ 've bet ivez


Digoret bez hon aotrounez ?
Krediñ kement-se n'eo ket aes.

AR VAMM. - Va merc'hig kaezh, n'hellan pelloc'h


Kuzhat ar wirionez ouzhoc'h 130
Ho kwaz er bez a gousk e peoc'h.

A gousk e peoc'h war zigarez


M'eo bet gant ur gorriganez
Disec'het eien e vuhez.

30
LEVENEZ. - Pa ne zeue ken d'am gwelet, 135
Va enkrez nee fazie ket :
Betek kêr va gwaz n'eo ket aet.

Dalit, va mamm, va alc'houezioù.


C'hwi 'raio war dro va madoù
Hag a lako dimp pedennoù.

War dro va mab c'hwi a raio,


Dezhañ an nerzh ken na zeuio
Ha ma c'hello difenn e vro.

Rak me ne din ken ac'halen.


Gant an tad e chomin souden, 145
Mar ro din Doue va goulenn.

Ouzh e druez e c'houlennan


Aotren din trumm an tremenvan
Am c'haso d'an den a garan,
D'an den a gollas e vuhez 150
Evit mirout e garantez,
E vuhez-pad, da Levenez.

Hag ez eas ar gontez yaouank d'an daoulin war vez he fried. Riklañ a ra d'an douar tamm-ha-tamm
hag ac'hane ne savo mui.

DIWEZH
Fañch ELIES.

31
HAÑV

An askol 'oa lakaet o c'hoef ganto


Ha pa save an avel e c'hlizenne o stered,
Didilhet o tarnijal en aer hañvek.
Hag e nijent dirak glas-arc'hant ar mor.
Du-hont e oa, Vona vihan,
E bro ar skrilhed, ar gregon,
E bro an Inizi morennet
Gant abardaezioù ruz war reier du,
Ma tave an deiz divi ha klok
Ha leun 'vel ur werenn dommder
Ouzh klemmgan loenedigoù an douar
O sevel en noz.

Ronan HUON,
Abertawe.

32
C'hoariva

Ar Rousalka
(1)
DIVIZ I
(Ur vilin tsar c'hlann an Dnieper.)
Ar miliner hag e verc'h.

AR MILINER. - Setu penaos ez oc'h, ar plac'hed yaouank. Diodezed, an holl ac'hanoc'h. Ma


c'hoarvez deoc'h, dre chañs-vat, teurel ho torn war un paotr a-zoare, klaskit 'ta derc'hel anezhañ
start. Ha penaos ? Dre en em ren fur hag onest. E loavañ, gwech gant flourigoù, gwech all gant
komzoù garv ; bep an amzer ober anv, en un doare ijinek, eus an dimeziñ ha, dreist-holl, mirout ho
klanded. Un teñzor holl-brizius eo, ha heñvel ouzh komzoù an dud : pa vezont nijet kuit, ne c'heller
mui kaout anezho adarre. Ha pa n'eus mui tu ebet da zimeziñ, ra vo klasket neuze tennañ ur gonid
bennak, evitor an-unan pe evit ar gerent. Ret eo soñjal : ne garo ket ac'hanon atav, ne raio ket al lez
din atav. Hogen, bo... gouest oc'h d'en em ren en un doare poellek, ya da ; diouzhtu e tisodit ; ne
c'houlennit ket gwel eget plegañ d'e holl froudennoù ; darev oc'h da vriata ho mignon karet an holl
zevezh-pad. Ha psst !... setu an amourouz aet kuit, kollet, steuziet, ha ne chom netra deoc'h. A ! ya,
sodezed oc'h ! Ha n'em boa ket lavaret dit kant gwech : « He, plac'hig, diwall ! na chom ket da
vazailhat p' emañ da eürusted o tremen ; na lez ket ar c'hniaz (2) da vont kuit, ha n'ez ket d'en em
goll evel ur sodez. » Heuliet ac'h eus va alioù ? Me 'gred a-walc'h ! Bremañ out dilezet ha n'ac'h eus
mui netra d'ober nemet gouelañ d'ar pezh ac'h eus kollet.
AR VERC'H. - Abalamour da betra e lavarez en deus va dilezet ?
AR MILINER. - Abalamour da betra! Hogen, pet gwech e kustume dont d'hor milin ? bemdez-Doue
hag alies div wech an devezh ; goude, dibaotoc'h. Ha nav deiz 'zo bremañ n'en deus ket en em
ziskouezet. Petra 'responti ?

(1) Morvanez, hervez kredennoù-pobl Bro-Rusia.


(2) Kniaz, ger kozh evit priñs.
33
AR VERC'H. - Dalc'het emañ gant e drevell. N'eo ket ur miliner : an dour ne labour ket evitañ.
Alies en deus lavaret din e oa sammet-bras gant e vicher.
AR MILINER. - Ya, krediñ a c'hellez. Labourat ar ra ar gniazed ! Ha pebezh labour : hemolc'hiñ al
lern hag ar gedon, ober chervat, lakaat madoù an amezeien en arigrap ha likaouiñ ar plac'hed keizh
eveldout. Da baotr a zle bout lazhet gant an trubuilh, evit gwir. An dour a labour evidon !... Hogen
noz- deiz emaon war vale, hep diskuizhañ tamm. Hag atav e vez un dra bennak da renkañ : brein eo
ar rod, pe neuze ez eus un toull da vezañ stanket. M'az pije gouezet goulenn digantañ un nebeut
gwenneien da aozañ va milin, n'az pije ket kollet da amzer !
ARVhRC'H. - A
AR MILINER. - Petra 'zo ?
AR VERC'H. - Klevout a ran e varc'h. Setu : eñ an hini eo !
AR MILINER. - Neuze, va merc'h, bez furoc'h an dro-mañ ha dalc'h soñj eus va alioù. Dalc'h soñj...
AR VERC'H. - Setu-eñ.
(Ar c'hniaz a zen tre. E skoedour a ya kuit, o kas ar marc'h gantañ.)
AR C'HNIAZ. - Demat dit, va muiañ-karet. Demat deoc'h, miliner.
AR MILINER. - Deut mat ra viot, kniaz enorus. Pell 'zo n'hor boa ket gwelet sked ho taoulagad. Ez
an da fardañ deoc'h un tamm merenn. (Mont a ra kuit.).
AR VERC'H. - A-benn an diwezh ac'h eus soñjet ennon ! Ha n'ac'h eus ket keuz ? bezañ va lezet da
c'hortoz en un doare ken kriz, ken e kinnigen mervel gant an nec'hamant ! O, nag a venozioù
ankenius a zo deut war va spered! Gwech e soñje din e oas bet taolet gant da varc'h e-barzh ar
geunioù pe en un islonk ; gwech all e oas bet lazhet gant un arz en ur c'hoad digenvez, pe e oas
klañv, pe n'am c'hares ket mui... Yac'h emaout atav, a drugarez Doue, hag evel a-raok e karez
ac'hanon, neketa?
AR C'HNIAZ. - Muioc'h eget a-raok, va aelig.
AR VERC'H. - Trist out, koulskoude. Petra 'zo ?
AR C'HNIAZ. - Trist on, a hañval dit ? O, nann : laouen e vezan atav kerkent ha m' az kwelan.
AR VERC'H. - Nann, nann ; p'emaout laouen e c'harmez eus a bell, mall warnout va briata : «
Pelec'h emañ va c'houlmig ? » Ha goude e roez din ur pok, ha goude e c'houlennez ha plijet on d'az
kwelout adarre ? Hiziv, avat, e chomez dilavar ; n'am stardez ket etre da zivrec'h ; ne bokez ket d'am
daoulagad. Trubuilhet out gant un dra bennak. Petra eo ? Konnaret e vefes ouzhin ?
34
AR C'HNIAZ. - Ne fell ket din lavarout gevier : aner e vefe. Divinet ac'h eus. Me 'zo krignet din va
c'halon gant ur glac'har don. Ha ne c'heller ket va diankeniañ gant da flourigoù, na zoken sammañ
da lod eus an doan.
AR VERC'H. - Tenn eo din chom hep bout glac'haret gant da c'hlac'har. Lavar din da gevrin.
Gouelañ a rin ma roez aotre din ; ma ne roez ket, ne skuilhin ket un daeraouenn, kred ac'hanon.
AR C'HNIAZ. - (Outañ e-unan.) Perak gortoz pelloc'h ? Ar c'hentañ 'vo ar gwellañ. (Uhel.) A ! va
ene karet, gouzout a rez n'eus ket eürusted diziwezh war an douar. Nag ar galloud, nag ar gened,
nag an nerzh, nag ar binvidigezh ne c'hellont hon diwall diouzh an droug. Ha ni... ha n'eo ket gwir,
va c'houlmig ? ni 'zo bet eürus. Me, da nebeutañ, on bet eürus gant da garantez ha, n'eus forzh a
c'hoarvezo, n'eus forzh pelec'h ez in, e talc'hin koun ac'hanout atav, va muiañ-karet. Netra er bed
n'hellfe kemer lec'h ar pezh am bo kollet.
AR VERC'H. - Ne gomprenan ket ; skornet-holl ez on... Ur gwalleur ! an disparti, marteze ?
AR C'HNIAZ. - Dres ; ret eo dimp dispartiañ.
AR VERC'H. - Piv a c'hellfe hon dispartiañ. Ha ne c'hellan ket heuliañ ac'hanout e pep lec'h. Dilhad
paotr a lakain war va c'hein, ha ganit ez in d'an emgann. N'em eus ket aon rak ar brezel gant ma
welin ac'hanout. Nann, nann, n'az kredan ket. Pe emaout o klask anaout va soñjoù gwirion, pe neuze
e fell dit c'hoari din un dro-gamm, hag un dro-gamm eus ar fallañ ez eo.
AR C'HNIAZ. - Nann, n'em eus ket c'hoant farsal, ha da soñjoù a anavezan mat. Ne din ket d'ar
brezel; er gêr e choman ha koulskoude e rankan lavarout dit kenavo da viken.
AR VERC'H. - Gortoz... Bremañ e komprenan. Dimeziñ a rez. (Ar c'hniaz a chom hep respont.)
Dimeziñ a rez ?
AR C'HNIAZ. - Petra ober ? Dit da varn. Ar gniazed n'o deus ket ar gwir d'ober pezh a garont
eveldoc'h-c'hwi plac'hed yaouank. Ne zibabont ket o gwragez hervez youl o c'halon ; ar re all a
zibab evito. Glac'har az po : Doue hag an amzer a frealzo ac'hanout ; n'am ankounac'h ket. Dal, e
koun ac'hanon, setu ur paviazka (talgen)... Nann, va-unan hel lakain war da dal. Hag un dro-
c'houzoug am eus degaset ivez ; dal, dit-te eo. Setu c'hoazh... an dra-mañ am boa prometet d'az tad.
Her reiñ a ri dezhañ. (Ur sac'hadig aour a laka en he dorn.) Kenavo!
35
AR VERC'H. - Gortoz... un dra bennak 'm eus da lavarout dit... n'ouzon mui petra.
AR C'HNIAZ. - Na zisoñj ket ac'hanon !
AR VERC'H. - Dre garantez ouzhit on darev da... Nann, n'eo ket se a fell din lavarout... gortoz...
N'hellez ket va dilezel, va dilezel da viken, n'hellez ket... nann, n'eo ket se c'hoazh... A ! soñj a zeu
din:.. Hiziv, evit ar wech kentañ, em eus santet da vugel o fiñval ennon.
AR C'HNIAZ. - Plac'h kaezh ma'z out !... petra ober ?... Ret eo dit bevañ, ha pa ne vije nemet
evitañ. N'ho tilezin ket ho-taou, da vugel ha te. Diwezhatoc'h e teuin d'ho kwelout marteze. Argas
an anken a-ziwar da spered, frealz a savo ennout. Deus ma pokin dit evit ar wech diwezhañ. (Pellaat
a ra.) Setu ! Graet eo ! hag echu-mat... nag un disamm !... e oan en gortoz ur barrad-konnar spontus,
hogen sioul eo tremenet an traoù. (Mont a ra kuit. Difiñv e chom ar verc'h, ar bravigoù war he fenn
hag ar sac'had aour en he dorn.)

(Ar miliner a zeu tre.)


AR MILINER. - Dont a reot e-barzh, kniaz enorus ?... Hogen pelec'h emañ ? Lavar 'ta, pelec'h
emañ hor c'hniaz ? O ! o ! o ! bravat paviazka ! Skediñ 'ra 'vel an heol !... Brokus eo 'giz ur roue. ...
Ha se, petra eo ? n'eo ket ur sac'had arc'hant ?... Hogen petra 'rez amañ diflach evel ur peul ; hep
distagañ ur ger ? Hag e vefes aet diskiant gant al levenez ? Pe badaouet emaout ?
AR VERC'H. - Ne gredan ket ; an dra-se n'hall ket bezañ. Kement ' em eus e garet !... Ul loen gouez
e vefe ? Didruez e vefe e galon ?
AR MILINER. - Eus piv e komzez ?
AR VERC'H. - Lavar din, tadig, perak e vije fachet? Digened e vefen bremañ ? Digenedet en un
taol? Pe neuze e vije bet roet dezhañ louzoù fall da evañ ?
AR MILINER. - Petra 'gontez?
AR VERC'H. - O, tad ! Aet eo kuit... Pellaat a ra d'an daoulamm. Ha me, sodez, ma'z on, m'em eus
ket e zalc'het dre bastelloù e vantell, n'em eus ket kroget e rañjennoù e varc'h ! Gwelloc'h 'vije bet
din bout troc'het va divrec'h, pe flastret gant karnoù e jav !
AR MILINER. - Va merc'h, va merc'hig...
36
AR VERC'H. - Kompren a rez, ar gniazed n'o deus ket ar gwir, eveldomp-ni plac'hed yaouank,
d'ober pezh a garont ; ne zibabont ket o gwragez hervez youl o c'halon ; hogen ar gwir o deus d'ober
al lez deomp, da douiñ leoù, da ouelañ zoken, ha da lavarout deomp : « Da gas a rin em heolienn
gaer, er gambr ar vravañ hag e wiskin ac'hanout gant mezer aour ha boulouz ruz. » Ar gwir o deus
da zeskiñ d'ar plac'hed yaouank keizh sevel da hanternoz, pa c'hwibanont, pe da vont d'o gortoz,
skoachet en ur c'horn, betek tarzh an deiz ; ar gwir o deus da zihuediñ o c'halonoù kniazed gant hor
gwalleurioù. Goude... « Kenavo ! Kae, va c'houlmig, kae lec'h ma kavi mat ; ro da garantez d'an
hini a blijo dit... »
AR MILINER. - Klevout a ran, klevout a ran.
AR VERC'H. - Hogen ar gefrisa... piv eo homañ ? piv a gemero va lec'h en e gichen ? A ! gouzout a
rin ! Mont a rin d'he c'haout ; hag e lavarin d'ar fallakrez : « Lez ac'hanomp ; gouzout a rez mat na
c'hall ket div vleizez bevañ en hevelep toullenn. »
AR MILINER. - He, diodez ! M'en deus ar c'hniaz kemeret ur gefrisa, piv a c'hell mirout outañ ? Ha
n'em boa ket lavaret dit...
AR VERC'H. - Ha kredet en deus, evel un den eeun, dont da lavarout din kenavo ! reiñ din profoù,
arc'hant zoken ! Fellout a ra dezhañ e chomfen mut, evit na vefe ket desket an dra gant ar wreg
yaouank. A ! ya... e oan o vont d'ankounac'haat... va fedet en deus da reiñ dit an arc'hant-se, e
trugarez : lezet ac'h eus anezhañ da gemer ac'hanon, lezel ac'h eus da verc'h d'en em stlejañ d'e heul,
n'ac'h eus ket he diwallet strizh. Mar don-me kollet ac'h eus-te gonezet gwenneien, da nebeutañ.
(Reiñ a ra dezhañ ar sac'hadig aour.).
AR MILINER, o ouelañ. - A ! Ha ret e oa din bevañ, da glevout seurt komzoù, va Doue ? Ur
pec'hed eo ober ouzh da dad tamalloù ken garv. N'em eus nemedout war an douar ; n'em eus frealz
nemet diganit em c'hozhni ; penaos e c'hellen bezañ strizh ? Ha n'on ket kastizet a-walc'h gant an
Aotrou evit va gwanded ?
AR VERC'H. - O ! mougañ a ran... Un naer yen a stard din va gouzoug... Un naer, ha neket un dro-
c'houzoug en deus lakaet em c'herc'hen. (Diframmañ a ra an dro-c'houzoug.) Setu penaos e fellfe
din drailhañ ac'hanout, naer vinimus, plac'h milliget he deus hon dispartiet !...
AR MILINER. - Alteriñ a rez, va merc'h.
AR VERC'H, o lemel he faviazka. - Setu va c'hurunenn, va c'hurunenn a vezh! Ar gurunenn-se en
deus ar gwall-ael lakaet war va fenn p'on bet difur. Setu m'on diskurunennet (1) ! Distrujet ra vezi,
kurunenn vezhus ! (He stlepel a ra er stêr.) Ha me ivez. (En em deurel a ra en dour.)
37
AR MILINER. - Mallozh warnon ! (Semplañ a ra ha kouezhañ d'an douar.)

DIVIZ II
(Un eured en heolienn ar c'hniaz. Emañ ar priedoù nevez ouzh taol. Kouvidi, ha kor ar merc'hed
yaouank.)
AR SVAT (2). - Setu, m'hen tou, an eured bravañ a welis biskoazh. Demat deoc'h, kniaz, ha deoc'h-
c'hwi, kniaguigna (3) yaouank; Doue da roio deoc'h karantez ha buhez eürus ; ha salv ma c'hellimp
dont alies da festañ en ho ti. Arsa, plac'hedigoù koant, dilavar e chomit ? Perak oc'h mut, va
c'houlmed gwenn ? Ha kanet ho pefe ho kanennoù rac'h ? pe disec'het e vefe ho kourlañchennoù ?
KOR AR PLAC'HED YAOUANK, o kanañ. - O svat ! svat bihan, svat dientent, te 'felle dit mont da
gaout ar wreg nevez ha da liorzh al louzeier out aet. Eilpennet ac'h eus da donell vier ha glebiet ac'h
eus ar c'haol ; saludet ac'h eus ar c'harzh hag aspedet an nor. Dor, va dorig, lavar din pelec'h emañ ar
wreg nevez. Bez speredekoc'h, svat ; laka da zorn ez yalc'h ; titirinañ 'ra an arc'hant gant ar c'hoant
mont e-barzh godelloù ar merc'hed yaouank.
AR SVAT. - Plac'hed godisus ! Iskisat kanaouenn hoc'h eus dibabet ! Dalit, setu evidoc'h, ha na rit
ket mui goap eus ar svat. (Reiñ a ra arc'hant d'ar plac'hed yaouank.)
UR VOUEZH. - War ar bili munut, war an traezh alaouret e red ur stêr herrek ; er stêr e neuñv daou
besk bihan, « Ha klevet ec'h eus, va c'hoar, keleier hor stêr ? En em veuziñ a reas ur plac'h yaouank
dec'h da noz, goude milligañ he muiañ-karet ? »
AR SVAT. - Va flac'hedigoù kaer, petra eo ar ganaouenn-se ? N'eo ket ur ganaouenn eured ? Piv he
deus he dibabet ?
AR PLAC'HED YAOUANK. - N'eo ket me, na me, na me.
AR SVAT. - Piv 'ta he deus he c'hanet ? (Ar plac'hed yaouank a vouskomz kenetrezo abafet.)

(1) as ger-se, e ruseg, a dalvez ivez evit dizimezet, pa vezed boas da gurunennañ ar priedoù nevez
en iliz.
(2) Ar Svat bag ar Svatkha a zo bazhvalaned Bro-Rusia.
(3) ar gniaguigna a zo ar « briñsez ».

38
AR C'HNIAZ. - Me 'oar piv eo. (Sevel a ra diouzh taol, ha lavarout a vouezh izel d'e skoedour).
Merc'h ar miliner a zo amañ. Taol anezhi er-maez diouzhtu, ha goulenn piv en deus he lezet da zont
e-barzh. (Mont a ra ar skoedour da gaout ar plac'hed yaouank.)
AR C'HNIAZ, outañ e-unan. - Gouest e vefe d'ober kement a drouz na oufen mui pelec'h kuzhat
gant ar vezh.
AR SKOEDOUR. - N'em eus ket he c'havet.
AR C'HNIAZ. - Klask anezhi, amañ 'mañ, sur on. Hi he deus kanet ar ganaouenn.
UNAN EUS AR GOUVIDI. - Chufere mat ! Tommañ a ra d'ho penn ha da blantoù ho treid war un
dro. Siwazh, c'hwerv eo (1) ; ret e ve e zousaat. (Ar priedoù nevez a bok an eil d'egile. Klevout a
reer ur garmig gwan.)
AR C'HNIAZ. - (Outañ e-unan) Hi eo ! Leñvañ 'ra gant ar warizi ! (Ouzh e skoedour.) Ha neuze ?
AR SKOEDOUR. - N'he c'havan nep lec'h.
AR C'HNIAZ. - Genaoueg !
AR SVAT, o sevel. - Poent eo, me 'gred, lezel ar wreg nevez gant hec'h ozhac'h, ha teurel houpez
warno. (Sevel a ra an holl.)
AR SVATKHA. - Ya, poent eo. Degasit ar c'hilhog.
(Reiñ a reer ur c'hilhog rostet da zebriñ d'ar priedoù nevez, e-keit ha ma taoler houpez warno (2).)
AR SVATKHA. - Va ene bihan, va c'hniaguigna goant, arabat dit gouelañ ; n'az pez ket aon ; bez
sentus-meurbet. (Ar priedoù nevez a ya kuit, an holl war o lerc'h nemet ar svat hag ar svatkha.)
AR SVAT. - Pelec'h emañ an hanaf ? An nozvezh a-bezh e vo ret din chom war va marc'h oc'h ober
gward dirak prenester plac'h an eured. Ret din, da gaout nerzh, klukañ ur werennad win.
AR SVATKHA, o tiskenn dezhañ da evañ. - Yec'hed dit !
AR SVAT. - Trugarez. Da vat eo deut pep tra, neketa?
AR SVATKHA. - Ya, Doue ra vo meulet. Ha. koulskoude...
AR SVAT. - Petra?

(1) En euredoù e tle ar priedoù nevez pokat an eil d'egile bewech ma vez lavaret ar ger « c'hwerv ».
(2) An houpez, ar c'hilhog, hag ivez an tri malanad gwinizh, segal,ha kerc'h a saver warno ar gwele-
eured a zo evit hetiñ d'an dud nevez kaout kalz bugale.

39
AR SVATKHA. - Ar ganaouenn-se, na oa ket ur ganaouenn eured hag a zeue n'ouzomp ket a
belec'h, ne ziougan netra vat.
AR SVAT. - Ar plac'hed !.. N'hellont ket chom hep ober sotonioù. Mont da lakaat reuz a-ratozh-kaer
en eured ur c'hniaz.

DIVIZ III
(Ur gambr en heolienn ar c'hniaz.)
Ar gniaguigna hag he magerez.
AR GNIAGUIGNA. - A !.. klevet 'm eus boud ar c'horn... Nann, ne zeu ket c'hoazh. A ! magerez, pa
oan e zanvez-pried ne dae ket ur c'hammed diouzhin, ne denne ket e zaoulagad a-ziwarnon. Abaoe
m'omp dimezet eo kemmet pep tra. Bremañ e tihun ac'hanon a-raok strink an deiz evit m'az afen da
lakaat dibrañ e varc'h, ha Doue 'oar pelec'h e chom betek kuzh-heol. Pa zeue en-dro, a-vec'h ma
lavar din ur gerig karantezus, a-vec'h ma ra, disoñj-kaer, ur flourig d'am dremm wenn.
AR VAGEREZ. - A ! va c'hniaguigna vihan, ar baotred 'zo evel ar c'hilheien : kanañ 'reont
kotogotogog, flapañ o eskell div wech, ha kuit. Hag ar merc'hed 'zo evel ar yer keizh : ret dezho
chom puchet war ar baner da dommañ ar poñsined. Ar baotred, pa vezont da zimeziñ ganeoc'h, ne
gouskont na ne evont; lavaret e vije n'o deus ket a-walc'h eus o daoulagad da sellout ouzhoc'h.
Kerkent ha dimezet, avat, e vezont kemeret gant pep seurt prederioù. Gwech e rankont mont da
welout an amezeion, gwech all da gas ar falc'huned da hemolc'hiñ; pe c'hoazh e vezont broudet gant
an diaoul d'ober brezel. Amzer o deus da chom er gêr, me 'gred a-walc'h.
AR GNIAGUIGNA. - Petra 'soñj dit ? Ha ne vefe ket ur gouli kuzh en e galon ?
AR VAGEREZ. - Paouez gant da gaoz : arabat kontañ sorbiennoù. Piv a c'hellfe bout par dit ?
Kenedek out, leun a ijin, kourtes ha seven. An holl berzhioù mat ac'h eus. Soñj en dra-se, va
merc'hig : pelec'h e c'hellfe kavout un teñzor eveldout?
AR GNIAGUIGNA. - M'en dije an Aotrou Doue selaouet ac'hanon, m'en dije roet bugale din, em
bije gouezet derc'hel anezhañ em c'hichen. A !... hemolc'herien 'zo leun ar porzh... Emañ distro va
fried. Perak n'e welan ket ? (Ur skoedour a zeu tre,) Pelec'h emañ ar c'hniaz ?
40
AR SKOEDOUR. - Gourc'hemennet en deus dimp distreiñ d'ar gêr ?
AR GNIAGUIGNA. - Met pelec'h emañ, eñ ?
AR SKOEDOUR. - Chomet eo war c'hlann an Dnieper.
AR GNIAGUIGNA. - Penaos ! Kredet hoc'h eus lezel ho mestr e-unan-penn ? Fealat servijerien !
Kit buan d'e gaout; kit d'an daoulamm, ha lavarit dezhañ e fell din e welout. (Ar skoedour a ya kuit.)
A ! va Doue ! E-unan-penn, en deñvalijenn, e-kreiz ar c'hoadoù, lec'h ma c'hell en em gavout gant
loened gouez, pe tud drouk, pe arc'houere ar c'hoadeier. Va magerez karet, kae buan da enaouiñ ur
piled dirak ar skeudennoù santel.
AR VAGEREZ. - Hag ez an, va goulou, ez an d'ar red.

DIVIZ IV
(An Dnieper, da noz.)

KOR AR ROUSALKAED. - Laouen ha sioul, kerkent ha deut an noz, e savomp eus don ar stêr da
sorañ ouzh bannoù al loar.
Plijus eo lezel al lec'hid teñval; plijus eo sevel hor penn dreist an houlennoù, hopal an eil d'eben da
c'hoari gant an dasson ha hejañ, 'vit o sec'hiñ, hor blev hir gleb ha gwer.
UR ROUSALKA. - Peoc'h ! Skrijet en deus ul labousig, en ur bod, e-kreiz an deñvalijenn.
UN ALL. - Etrezomp-ni hag al loar ez eus bet un den o vale.
(Splujañ a reont holl e-barzh an dour. Ar c'hniaz a zeu tre.)

AR C'HNIAZ. - Gant ur galloud dianav on dedennet amañ. Ya, anaout a ran mat al lec'h. Setu ar
vilin, kouezhet en he foull endeo ; tavet eo trouz laouen he rodoù ; abaoe pell ne labour mui ar maen
ha hep mar ar paotr kozh e-unan a zo marv. Pell en deus gouelet d'e verc'h, m'en em c'houlenn ?
Amañ e troidelle ur wenodenn. Bremañ e kresk ar geot warni, rak abaoe pell n'eus bet gour o
tremen. Amañ edo al liorzhig gant he gwez hag he garzh. Diaes eo din krediñ o deus kresket kement
: bremañ int evel ur c'hoadig. A ! Setu ivez al lec'h m'en em gavemp, ouzh troad an dervenn. Amañ,
un deiz, e taolas he divrec'h em c'herc'henn, stouiñ he fenn ha chom dilavar. Ar wirionez eo, pe un
huñvre ? (Tostaat a ra d'ar c'hoadig. Delioù a gouezh.) Penaos ? Petra eo ? Sed an deil o weñviñ a-
greiz-holl hag o kouezhañ warnon evel glav. Ha bremañ ez eo noazh ha du an dervenn, evel ur
wezenn villiget.
(Ur c'hozhiad truilhennek a zeu tre.)

41
AR C'HOZHIAD. - Demat, demat dit va deuñv.
AR C'HNIAZ. - Piv out ?
AR C'HOZHIAD. - Ar vran a chom du-mañ ez on.
AR C'HNIAZ. - Hag eñ e c'hall bezañ ?... ar miliner eo.
AR C'HOZHIAD. - Ar miliner ? Petore miliner ? Gwerzhet em eus va milin d'an diaouled a guzh a-
dreñv ar fornigell ha roet em eus an holl arc'hant d'am merc'h c'halloudus, ar Rousalka. Beziet emañ
ar miliner e traezh an Dnieper hag ur pesk unlagadek a ra gward warnañ.
AR C'HNIAZ. - Ar paour kaezh ! Foll eo ! Evel koumoul skubet kuit gant ar gwent o deus tec'het e
soñjoù.
AR C'HOZHIAD. - Perak n'out ket deut neizheur? Gouel a oa er gêr ha pell hon eus da c'hortozet.
AR C'HNIAZ. - Piv am gortoze ?
AR C'HOZHIAD. - Goulenn a rez ! Va merc'h. Gouzout a rez, me 'wel pep tra, sellout a ran dre-
greiz va bizied, met ho lezel a ran d'ober kement a garit. An nozvezh a-bezh e c'hell chom ganit, keit
ha n'en do ket ar c'hilhog kanet teir gwech, ha ne lavarin netra.
AR C'HNIAZ. - Miliner kaezh.
AR C'HOZHIAD. - Pa lavaran dit on ur vran, ha neket ur miliner. Un dra iskis eo zoken. P'he deus
en em daolet e-barzh ar stêr, soñj ac'h eus, em eus redet war he lerc'h hag en deus fellet din lammout
diwar lein ar roc'hell-hont. Hogen raktal em eus santet divaskell vras o kreskiñ ouzh va divskoaz
hag ouzh va dougen. Adal an amzer-se e vezan nij-dinij dre amañ. Gwech e pigosan ur vuoc'h varv,
gwech e kludan war ur maen-bez hag e stagan da goagal va gwalc'h.
AR C'HNIAZ. - Pegen doanius ! Piv a ra war da dro ?
AR C'HOZHIAD. - Ya, ret d'unan ober war va zro, rak kozh on, hag un disterig bugel ivez. Eürus,
ar Rousalotchka (1) a zo va matezhig.
AR C'HNIAZ. - Piv 'ta ?
AR C'HOZHIAD. - Va merc'h-vihan.
AR C'HNIAZ. - N'on ket 'vit kompren. Den kozh, mervel gant an naon a ri er c'hoad-se, pe neuze 'vi
debret gant al loened gouez. Deus ganin da vevañ em heolienn.
AR C'HOZHIAD. - Ez heolienn ?... Doue ra viro! Va zagañ gant un dro-c'houzoug perlez eo a rafes.
Amañ e vevan em frankiz hag em bevez boued kement ha ma karan. Ne fell ket din klevout anv eus
da heolienn. (Kuit ez a.)

(1) Da lavarout eo ar Rousalka vihan.


42
AR C'HNIAZ. - Va fazi eo... Na pegen spontus koll ar skiant-vat ! Gwelloc'h kant gwech mervel !
Ouzh un den marv e sellomp gant doujañs ; pediñ a reomp evitañ rak gant ar marv eo deut koulz
hag an hini brasañ en hon touez. Hogen an neb a goll e skiant-vat ne deo mui un den. Ne oar ket
mui petra 'lavar. Gwashoc'h eo eget ul loen. Sentiñ a ra ouzh forzh piv ha Doue ne varno ket
anezhañ... Kozhiad paour! Ouzh e welout em eus santet ar glac'har o krignat va c'halon adarre.
AR SKOEDOUR..- o tont tre gant e dud. - Setu? Amañ 'mañ ! A-boan-vras hon eus e gavet.
AR C'HNIAZ. - Perak oc'h deut en-dro ?
AR SKOEDOUR. - Ar Gniaguigna he deus hor c'haset ; nec'het e oa.
AR C'HNIAZ. - Kasaus eo ar seurt damant. Kredet e vefe ez on ur bugel na c'hell ket ober ur
c'hammed hep ur vatezh war e lerc'h.
(Holl ez eont kuit. - Ar Rousalkaed en em ziskouez war gorre an dour.)
AR C'HOR. - Arsa, va c'hoarezed ! Mont a raimp d'o heul er steppenn divevenn, d'ho spontañ gant
hor c'hoarzhoù, hor c'hwibanadeg ha saflik an dour ? Nann, re ziwezhat eo ; yenik e teu ar
c'hoummoù da vezañ ; er pellder e sav kan ar c'hilheien ; teñval eo an oabl ha war-du an dremmwel
e tisken kant al loar.
UR ROUSALKA. - Gortozomp c'hoazh, va c'hoarezed.
UN ALL. - Nann, poent eo, poent eo. Emañ hor rouanez ouzh hon gervel, hor c'hoar henañ ken
strizh.
(Mont diwar wel a reont dindan an dour.)

DIVIZ V
(E don an Dnieper. Palez ar Rousalkaed. O nezañ emaint, a-gelc'h en-dro d'o rouanez.)

AR ROUANEZ. - A-walc'h gant al labour, va c'hoarezed ! Aet eo an heol da guzh, ha dreist hor
penn e sked al loar. Kit da neuiñ dindan lagad ar stered. Arabat deoc'h hegasiñ den hiziv, avat.
Arabat deoc'h ober hillig d'an dremenerien, arabat kargañ rouedoù ar besketaerien gant lec'hid ha
bezhin, arabat dedennañ ar vugale en dour dre gontañ dezho istorioù brav diwar-benn pesked
arc'hant. (Ar Rousalotchka, he merc'h, a zeu tre.) A belec'h e teuez ?

43
AR ROUSALOTCHKA. - Aet on da welout tad-kozh. Neizheur en deus va fedet da zastum an
arc'hant en doa taolet gwechall e don ar stêr. Pell am eus klasket, met n'ouzon ket petra eo arc'hant.
Un dornad bras kregin liesliv am eus kaset dezhañ.
AR ROUANEZ. - N'eus nemet ar bizhoni a zo chomet bev ennañ. Selaou, merc'hig, hiziv em eus ul
labour da fiziañ ennout. Ur paotr a zeuio war ribl ar stêr ; diouzhtu p'e weli ez i d'e gaout. Kar eo
dimp ; da dad eo.
AR ROUSALOTCHKA. - Hennezh ho tilezas da zimeziñ gant ur plac'h marvel ?
AR ROUANEZ. - Hennezh eo. Gra dezhañ da guñvañ ha kont dezhañ kement a ouzout diwar va
fenn. Ma c'houlenn diganit : « Ha n'he deus ket va ankounac'haet? », lavar em eus dalc'het soñj
anezhañ, e karan anezhañ c'hoazh hag emaon ouzh e c'hortoz. Kompren a rez ?
AR ROUSALOTCHKA. - Ya, kompren a ran.
AR ROUANEZ. - Kae 'ta. (Chom a ra hec'h unan-penn.) Adal m'em eus en em daolet en dour, follez
ac'hanon, evel ur verc'h dilezet ha dismeget, adal ma tihunis, e don an Dnieper, e stumm ur
Rousalka yen ha galloudus, n'em eus mui ken preder nemet talvezout e wall-daol d'ar fallakr ; ha me
'gred e vin digollet en diwezh.

DIVIZ VI
(Glann an Dnieper,)

AR C'HNIAZ. - Setu m'on deut en-dro. Pep tra amañ a zegas din da goun an tremened, mojenn gaer
ha glac'harus va yaouankiz. Amañ, gwechall, e vleunie ur garantez digabestr. Eürus 'oan
neuze...'Diskiant ac'hanon ! Bezañ bet sot a-walc'h evit distrujañ an eürusted-se me va unan ! Pezh a
welis amañ neizheur ne da ket ken a-ziwar va spered... Paour kaezh tad ! Un druez e welout !
Marteze e kavin anezhañ hiziv c'hoazh. Marteze ec'h asanto dont da vevañ em zi. (Ar Rousalotchka
en em ziskouez.) Petra 'welan ? Piv out ? A belec'h e teuez, bugelig koant ?

POUCHKIN

44

Studiadenn

Ar merc'hed e lennegezh Vreizh

« N'eus lec'h ebet evit ar merc'hed el lennegezh vrezhonek a-vremañ ». Setu ar pezh a voe
lavaret din, n'eus ket ken pell, ken diseblant ha tra, gant unan eus hor brasañ skrivagnerion.
Pa vez lavaret deoc'h seurt traoù garv, e chomit ken sabatuet na vezit ket evit goulenn
displegadurioù. Daoust hag e vefe da gompren n'hell ket ar merc'hed awenañ ken Barzhoniezh, pe
ne vefe lennegerez ebet ken en o zouez ? E doare pe zoare, seurt traoù a zo kalet da glevout,
evidomp-ni merc'hed, da vihanañ. Ha n'int ket gwir Bater d'am meno.
Klaskomp digarezioù d'hor buruteller figus. Diaes eo aet e spered, a gav din, gant re gofad
diwar lennadurioù divlaz. Lennet en deus, dre vicher, ha n'eo ket dre blijadur, pep kanaouenn a zo
bet savet d'o dousig koant gant ar Varzhed. Holl gwitibunan. Peadra da heugiñ betek fin e vuhez !
Pebezh droug spontus a zo bet graet ouzh soñj lennegel ar vaouez, gant rannerezh dister ar
Varzhed war-dro ar bloavezhioù naontek kant! Dre o fazi, ez eas tonkadur ar soñj meur-se da vezañ
heñvel ouzh hini ar brugeier roz, al lannegoù alaouret : Breizh velkonius hag hirvoudoù, an divroad.
Ton al louet a lakaent war skeudenn ar Vaouez, e-pad ma kreske ul lennegezh yaouank, gourel, kalet
zoken, ha c'hwerv ul lodenn vat anezhi.
A-walc'h eo da gompren penaos e c'heller lavarout ( lavarout n'eo ket prouiñ ! ) ne chom d'ar
merc'hed na lec'h, na levezon, el lennegezh a-vremañ. Bezit dinec'h. Diskouez a raimp ar c'hontrol
bev, zoken en oberennoù hon tamaller.
Met pa vefe gwir, daoust hag e vefe un dra vat evit hor Bro ? Daoust ha ne vefe ket nac'hañ ur perzh
talvoudus-tre eus hor gouenn, un dro spered anat en hol lennegezh a-hed ar c'hantvedoù ?
Sellomp a dost, ma kirit, daoust n'hor bo amzer nemet da redek buan a-dreuz an oberoù
pennañ.
45
N'eus ket, a gav din, danevelloù kozh e vefe enno muioc'h a vaouezed hoalus ha kalonek,
eget en hor mojennoù keltiek. Ken splann eo evidomp anvioù Deirdre pe Mev ar Rouanez Veur, ha
re Finn pe Gouc'houlin. O lenn kontadennoù Iwerzhon ha Bro-Skos, piv ac'hanomp n'eo ket bet
bamet gant kement a verc'hed o c'halon tener ha nerzhus war un dro ? Ar re a ya da heul o muiañ-
karet betek fin ar bed... Ar re a zibab ar marv p'o deus kollet o c'harantez... Piv a genstrollo ar
skeudennoù distag-se da sevel dirazomp delwenn veur ar Vaouez Kelt?
Diwezhatoc'h, pa zeu kredennoù all da vleuniañ en Iwerzhon, e sked enni mousc'hoarzh hael
Santez Berc'hed, abadez Kildero. Rak n'a ket war zisteraat levezon ar merc'hed, e-keit ma veze
prezeget an Aviel d'ar Gelted. Tamm ebet. Kemmet eo evelato doare al levezon-se, en diabarzh evel
en diavaez. Bremañ, marevezh ar c'hoarezed eo. Meur a sant kozh en deus ur c'hoar a gerzh gantañ
war hent an Neñv. Re reut, re rust e vefe marteze meur a hini, paneve an douster gwregel-se en o
c'hichen. Euriella ha Judikael, Youna hag Envel, Tangi hag Aoda, Maodez ha Juvet, Marc'harid ha
Mikael an Nobletz, ha me oar : Breur ha c'hoar dre ar gwad, ha dre an ene... Kement ha kement ma
chomo ar garantez-c'hoar en hor c'hrenn-lavarioù. Kavout a raimp anezhi ivez en hor
c'hanaouennoù. Gwelit, e Barzhaz-Breizh, penaos e ouezo ur c'hoar talvezout d'ar Roue marv e
vreur, Floc'h Loeiz Trizek. Gwent c'hoar marc'heg Lez-Breizh. Siwazh ! Ar gwir a zo alies gant ar
c'hrenn-lavar : breur ne oar... Bez' ez eus er c'hanaouennoù kozh re a vreudeur n'int ket chalet kalz
gant o c'hoarezed hag a werzh anezho, a galon laouen, d'ur c'hozhiad pinvidik pe zoken d'ur Yuzev
bennak. Ha Matilina Roc'helan, ar goantenn eus Korle, a lazho didruez he breur en devoa gwerzhet
anezhi d' « ar c'habiten Rozanfaou ». (Gw. Breizh Izel, eil levr P. 342). Hogen c'hoarezed all ivez, a
zo kiriek da wallblanedenn o breur, dre warizi ouzh o c'hoar gaer, pe a zo digalon ha goapaus. An
Uhel a ziskouez dimp un torfedour, Kloareg ar Chevañs, o pignat gant skeul ar chafod, en ur soñjal
en e deir c'hoar, « hag a gare ». Reiñ a rae e vennozh da Vari, ar verc'h henañ :
« Honnezh he deus din alies laret
Dilezel ar gwin hag ar merc'hed
Ha bezañ devot d'an oferenn-bred. »
Nemet e vallozhe Frañseza ha Janed, an hini gentañ bepred o krozal, eben oc'h ober goap ouzh ar
wazed :
« Ha pa hi gwelfot o gaodisañ
Tamallit dezhi he breur henañ. »

Adkavout a reomp un hevelep karantez etre tud wirion en istor lennegel hor bro, da skouer
Rene ha Lusil de Châteaubriand, Ernest hag Henriette Renan, Mariana Abgrall hag he breur, tad
misioner o skrivañ o daou e Feiz ha Breizh, Fañch an Uhel e-unan, gant e c'hoarezed a zastume
danvez evit e skridoù. Ha ma n'eus lec'h ebet evit ar merc'hed el lennegez a-vremañ, bennozh Doue
da Roparz Hemon ha da Jakez Riou o deus lezet ar garantez c'hoar da vleuniañ c'hoazh war hon
douar (gw. ar C'hoar Henan, ha Gouel ar Sakramant).
46
Met kemeromp da gentañ hol lennegezh en he lodenn dostañ da spered ha kalon ar bobl, da
lavarout eo en he gwerzioù hag en he c'hontadennoù. Digoromp Barzhaz Breizh, Mojenn an Ankoù,
Souvestr hag an Uhel. Fonnus e vo an eost o chom hep mont en tu-hont d'an dachenn-se. Dastum a
rafemp sur mat notennoù heñvel ma furchfemp er pezhioù-c'hoari kozh. Ober a raimp dreist-holl
anv eus Gwerzioù an Uhel, dre, ma'z int, moarvat, tostoc'h d'ar vammenn boblek.
En e dezenn diwar-benn an Uhel, emañ an Aotroù Batany a-du a-grenn ganimp. Ret eo din,
siwazh, treiñ e varnadenn diwar ar galleg, peogwir n'en deus ket kredet skrivañ e levr e brezhoneg,
evitañ da vezañ brezhoneger, barrek da sevel e studiadenn e yezh ar vro. An Ao. Batany a lavar eta
(p. 2304 :
« Da gentañ holl, pebezh strollad a verc'hed ! Ha pell emañ meur a hini da vezañ re-habask
pe vrizhdener evel el lennegezh romantel. Bez 'ez eus en o zouez reoù trubard pe galonek, fallakr pe
leun a haelded ». Reiñ a ra skouerioù goude-se, a ziskouez pegen gwir eo ar c'homzoù-se. Ne
zegasimp ket anezho d'hon tro : aes eo o c'havout en e levr. Met re all zo e-leizh.
Ar merc'hed skeudennet gant hol lennegezh poblek n'int ket merc'hodennoù dister ha disliv.
Tamm ebet. Pezh a zo anat meurbet enno eo n'hellont ket chom etre. Mont a reont keit ha keit er
mad hag en droug. Evel m'o dije prederiet war rebechoù St Yann da Ael Iliz Laodikeia!
Re dechet int, a lavarfot-hu, da semplañ : « o kouezhañ teir gwech d'an douar », pe da vervel
« neuze souden », da vont gant o muiañ karet o daou war ar varvskaoñ. Ya, evel just... Met troioù
micher eo, alies, da echuiñ ur werz en un doare aes ha fromus ; hag ahendall muioc'h e plij din-me
ar c'halonoù o rannañ a-grenn evelse eget ar re dizoaniet re brim. Ar fallaennoù ne badont ket
peurliesañ, ha se ne vir ket ouzh merc'hed hor gwerzioù da gemer o c'hreñv buan adarre. Kalonek
int, e gwirionez, pe itronezed, pe vitizhion : gwreg ar c'hanolier eus Seziz Gwengamp, o kemerout
hep marc'hata, plas he fried ( B. B. 259 ha Gw. II, 44), pe ar bennherez koant o terc'hel penn da
Fontanella, ur vouc'hal en he dorn :
« Matezh vihan, va sikouret
evit kouraj, ne vankan ket ! »
( G. II, 64)
47
Bez 'ez eus meur a zoare evit ur plac'h da vezañ kalonek; kavet hon eus an holl anezho e-pad
hon enklask. Kalonegezh dirak an darvoudoù a-bouez, an hini a laka kement a verc'hed d'en em
lazhañ evit difenn o enor, an hini a roe nerzh d'Anna ar Gardien (Gw. II, 457) da stourm a-enep
triwec'h denjentil, he fenn-bazh o c'hoari souezhus ouzh o c'hlezeier noazh (1). Kaeroc'h c'hoazh eo
marteze an dalc'husted e-keñver ar vuhez pemdeziek, gant samm ponner he labourioù hag he
foanioù. Pennek hag habask eo merc'hed Breizh, peurliesañ, boaz ma' z int da boaniañ start ha
padus. Gwelit e kontadenn an Uhel (den e zaou gi) penaos e vo ar paour kaezh Yann advuhezekaet
teir gwech gant ar briñsez strobinellet. D'an noz kentañ, e klasko honnezh betek ma kavo un tamm
askorn, peadra da astummañ korf Yann en e bezh. D'an trede noz, e vo ret dezhi furchal betek ma
kavo un tammig ivin. Met he youl a drec'ho, a-benn ar fin.
Chom hep bezañ spontet gant an Ankou a zo diaesoc'h moarvat da Vreizhiz eget bezañ
dizaon dirak an dud vev. Setu perak e tiskouez dimp Anatol ar Braz e Mojenn an Ankou kement a
verc'hed o vezañ kalonekoc'h eget ar baotred, dirak dremm spouronus ar Marv. E-pad beilhadeg
Kernoter, pa nac'h paotred kreñv mont da dremen an noz e karnel ar barrez, piv a yelo dizaon ? Ur
vatezhig a drizek vloaz, c'hoant dezhi gonit peadra da ginnig un oferenn d'an Anaon dilezet.
Mammenn ar galonegezh-se n'eo ket bepred ken glan. Katik, matezh an ostaleri, a ra teir
gwech tro ar vered diouzh an noz. Hogen dre vrabañserezh eo. Hag e vezo kastizet garv.
Talvezet kalet e vo ivez he zro-gamm d'ar gemenerez eus Perwenan, a gredas troc'hañ gant
he dent biz un den marv da laerezh digantañ e walenn.
Meur a hini ne gilont ket, avat, dirak pec'hedoù euzhus. N'eo ket kamm-oberoù munut ha
dister, met torfedoù a zoare, gant gwad a boulladoù ha korfoù marv bern war vern. Selaouerion hor
marvailhoù a c'helle skrijañ o gwalc'h. Bez 'ez eus mammoù hag a lazh dre vezh betek seizh
krouadur nevez-c'hanet. Gwashoc'h a zo : reoù all a lazh dre warizi pe gasoni. Evel an Aliet
Rolland-se (Gw. II; 278) o skeiñ didruez ouzh he mab henañ, « da lakaat aotrou 'r yaouankañ » :
« Ha pa deu Aliet eus krec'h d'an traoñ
E flokenn gwad en he botoù. »

(1) Setu poz diwezhañ ar werz, a ziskouez dimp Anna, didamallet gant ar Rouanez, hag o tistreiñ da
Vreizh, balc'h ha dichek bepred :
« Anna ar Gardien a lare
Er gêr a Wengamp pa zistroe :
Va mallozh ganeoc'h, muntreion c'hwenn,
C'hwi ho poa va barnet d'ar gordenn. »

48
Peurliesañ ne reont ket an droug dre laoskentez, pe oc'h en em guzhat, met a-wel d'an holl,
gant un doare taer ha dichek.
Gwelit Janedig, unan eus sorserezed an Uhel o fougeal dirak an tantad ( Gw. I, 52) :
« Na mar vijen-me bet c'hoazh ur bloavezh en buhez,
Am bije lakaet ar bed da vont war e gostez. »

Sellit ivez ouzh an danvez-pried dilezet gant Yannig Kokard (Gw. I, 254) dre ma oa
kakousez. Klevet he deus alioù kriz he mamm :
« Roit dezhañ e groaz-nouenn
Un arched a bevar flanken. »
hag e ro al lorgnez a zevri-kaer d'he c'hloareg muiañ-karet, en ur fougeal, hi ivez :
« Gant ul lomm gwad va biz bihan,
Me 'laourfe kant evel unan. »

Hogen, pa zistro an eneoù-se da Zoue eo da vat ivez : n'eo ket diwar c'horre hepken. Pebezh
pinijennoù kalet-spontus! Pebezh pirc'hirinadennoù tenn ha hir, graet diarc'hen, o vevañ treut diwar
aluzon !
Rak daoust d'o zorfedoù, n'eo ket brein-mik kalon ar paour kaezh merc'hed-se. Peurliesañ
n'int ket bet douget d'ar gwall gant abegoù dister. Lorc'hus int, ya, gwitibunan, ar re vat koulz hag ar
re zrouk. Ar re-mañ a chomo hep goulenn o buhez digant o barnerion, o kanañ war ar chafod.
Fougeal a raint gant o gwallsioù :
« Ha p'am be daouzek krouadur,
a respont dichek Klaodina Kabon d'he danvez-pried (Gw. II, 220) :
« Int holl diwar an avantur,
M'o gwisko holl en satin-gwenn,
O c'haso d'ar skol en ur vandenn,
Hep diverrañ tamm va moienn. »

Na glaskit ket pistigañ al lorc'h-se, pe e vo talvezet kalet deoc'h. Goulennit da Fañch ar


C'halvez, ar maltouter (Gw. II, 300). Emañ e toull-bac'h Roazhon; ha deuet eo e zous, Anaig Yakob,
eus Logivi, evit e gas ganti. Nemet dispered awalc'h eo ar paotr evit lavarout dezhi :
« Hag evidon bezañ froder,
'Zo koulz ha merc'h ur c'hivijer. »
Ur seurt taol-dismegañs ne vo ket pardonet gant Anaig, a lezo ar paour kaezh Fañch pignat
gant skeul ar chafod.
Klaskit bremañ lakaat lorc'h ur plac'h yaouank da blegañ o timeziñ gant un den na blij ket
dezhi. Ha pa vefe pinvidik-mor ! Ha pa vefe « denjentil ha baron », evel an Aotroù Kersaozon ( Gw.
II, L 44) Respont a ra ar goantenn :
« Me ne ran ket kas a se,
Kersaozon ne blij ket din-me,
Ha rankfen mont da glask va boued,
Evit Kersaozon, n'am bo ket! »

49

Ha pa rebecher da Renea ar Glaz ( Gw. I, 403) bezañ dibabet ur c'hloareg paour e-lec'h « un
den a feson, perc'henn 'n arc'hant hag an aour », e vezer kaset da sutal:
« Se ne ra mann da zen ebet,
Ha pa ven gentañ 'klask va boued ! »
E gwirionez, n'eus netra gwelloc'h eget ar garantez. Sed an etev ez eo sklerijennet hag
entanet gantañ hol lennegezh poblek a-bezh. E Mojenn an Ankou, e vez gwelet liesgwech ar
garantez o trec'hiñ war ar Marv. Eus Mari Kornig, an intañvez yaouank, a vouskan didrouz :
« Nen eus a vad 'barzh ar bed,
Met karout ha bezañ karet (p. 13.).
betek Dunvel Karis, o pignat war varc'h, hep marc'hata, a-dreñv he danvez-pried, da vont gantañ
d'ar poull-bez (p. 339). Kanerez an Uhel a lavar dimp an hevelep tra ( Gw. II, 306) :
« Pa varv an eil 'vit egile
Ne vez ket fin d'ar garantez. »

Hiniennoù a gav dezho n'he deus ar garantez-vamm en hol lennegezh nemet ul lodenn dister
a-walc'h. Se n'eo ket gwir d'am meno. Hervez an henvojenn, daoust ha n'eo ket Berc'hed, ar vaouez
kentañ, a laoskas hirvoudoù mantrus pa voe bet lazhet he mab (Stourm Moytura). Soñjit ivez e
mamm Peredur yaouank o klask mirout ouzh he faotrig a vont kuit da vezañ marc'heger. Pe e
mamm Bran, ar c'hadour paket gant an enebourion, o treizhañ ar mor da zaspren he mab hag o
vervel war gorf marv he bugel (B. B. 123). Ar garantez-se a zo marteze e Breizh un tammig rustoc'h
he diavaez, - en diavaez hepken ! - eget e broioù all. Ene o bugel a zo, evit mammoù Breizh, kalz
talvoudusoc'h eget o c'horf. Ha karout a reont, da gentañ holl, ene o bugel. Ober ur penn kristen eus
ar c'hrouadur a zougont enno, setu o soñj hag o c'hoant pennañ. N'int ket ken chalet gant buhez ar
bed-mañ. Hag ar gwir a zo ganto hep mar ebet.
N'en em zispak ket kalon ar mammoù-se en un doare romantel ha trouzus. Kizidik ha tener-
don eo koulskoude. Ha soñj hoc'h eus miret eus Oisin, a zo e dad un den anezhañ, Finn, hag e
vamm, un heizez, Saar ? Mar ne vez ket lipet gant e vamm, e vo un den elec'h ma vo a-hend-all ur
c'harvig. Met n'eo ket Saar evit derc'hel da vat war he c'hoant. Ober a ra ul lipadennig ouzh tal he
c'hrouadurig. Ha setu perak e tougo Oisin ur guchennad blev-karv war e dal a zen. An hini en deus
kavet an netraig-se, hennezh a oar penaos e vez graet ur galon-vamm.
50
Ha, petra 'lavaro ur barzh breizhat, kalz diwezhatoc'h, pa fello dezhañ displegañ rann-galon
ar Werc'hez Vari dirak kroaz Jezuz :
« Diskennit va Mab eus ar groaz
'Vit m'e vailhurin ur wech c'hoazh » (Gw. I, 156).
Dirak ar c'horf marv, gouliet penn-kil-ha-troad, e teu dezhi soñj eus korfig klouar ha flour he
mabig o c'hoari gwechall war he barlenn. En gwirionez, n'eus ket ezhomm komz hiroc'h evit fromañ
ac'hanomp.
Gwelout a rit, n'eo ket divalav-mezh al lodenn roet d'ar merc'hed gant hol lennegezh poblek !
Ha goude-se ne seblant ket a bouez-bras ar flemmadennoù distaget ur wech an amzer ouzh
ar merc'hed, dreist-holl ouzh ar re « a barlant al latin » (Gw. II, 522), pezh hag a « denn peurvuiañ
da wall-fin »! Intañvez Yann an Arc'hantek ne reas ket van, emichañs, eus komzoù diwezhañ he
fried (Gw. II, 180) :
« Lar dezhi reiñ he merc'h henañ,
D'an nep hi goulenno kentañ :
Ne ray ket teñzor a verc'hed
Nen int ket mat d'en em viret. »

Evit ma vefemp feuket, e vefe ret kavout traoù flemmusoc'h eget ar c'hontadennoù a ra goap
ouzh ar merc'hed, kontadennoù a-wechall pe a-vremañ (1), evel ar re dibunet dimp gant Loeiza ar
Miliner hec'h unan. Ar merc'hed a oar, da vihanañ, c'hoarzhin diwar o c'houst dezho o-unan!
E-barzh an oberennoù lennegel eus dibenn an naontekvet kantved ha deroù an ugentvet,
n'eus netra pe dost da gutuilh evit kaeraat hor boked. Eo. Setu skeudenn ur wir vaouez hag hini ur
vamm ez eo. En ur lenn « Bilzig » Fañch al Lay, hoc'h eus kavet dudi moarvat o sellout ouzh ar
paotrig kaezh. Met en un doare kel lemm all ha speredek-tre eo bet studiet Izabel ivez. Ar
skrivagner n'en deus ket graet eus ar plac'h-se un delwenn-blastr livet klouar, lipet brav, ganti holl
vertuzioù a c'heller kaout. Nann ! Bev-birvidik eo Izabel; brouezek e vez a-wechoù hag he bugale a
glev o fegement peuzalies ; ur wech an amzer zoken, e tistag outo ur palvad pe zaou. Emañ ar gwir
ganti : « An hini a gar ervat a zifeskin ken mat all ». Ar gwerzioù pobl ne varnent ket a-hend-all.

(1) Anavezout a rit, moarvat, marvailh godisus Sant Sezni, displeget dimp gant Souvestr e « Les
Derniers Bretons » (p. 198). Patron ar merc'hed e oa Sant Sezni, diwar youl an Aotrou Doue. Ken
truezus e kavas e stad ma c'houlennas taer ur garg un tammig dudiusoc'h. A-bouez pediñ hag
aspediñ e voe anvet da batron ar chas klañv. Bras e voe neuze e levenez, hag e lavaras mil bennozh
d'an Aotrou Doue, eus kreiz e galon.

51
Met Izabel he deus ivez ur galon aour hag un ene eeun ha feal. Seul souezhusoc'h eo he
c'harantez difaezhus ouzh Bilzig ma n'eo ket, eñ, he mab gwirion. Kalonek ha madelezhus eo bet
awalc'h d'ober degemer mat d'ur paour kaezh bastard emzivad. Muioc'h a zo; pa chomo intañvez ha
paour-razh, gant tri bugel bihan estregetañ da sevel, ne zilezo ket ar paotrig. Daoust d'he samm
pounner, e responto da alioù an amezeion : « Unanet omp gant Doue, unanet e vevfomp hag e
varvfomp ». Ha didrouz, diglemm, e labouro a-lazh-korf, o c'houzañv pell amzer ar c'hrisañ dienez.
Re a boan a laka alies ar merc'hed da vont da vezañ reut o c'halon ha trenk o c'homzoù.
Tener ha drant e chomo bepred Izabel, o c'houzout luskellat he bugaligoù gant ur ganaouenn, hag o
frealziñ gant ur pok. Derc'hel a raio soñj o deus ezhomm ar vugale, ouzhpenn eus bara da zebriñ,
eus tenerded ha levenez da dommañ o c'halonoùigoù. Bilzig, dezhañ ur penn kalet hag un temz
spered gwiridik, a sento outi a galon vat, evit kaout diganti un allazig pe ur sell karantezus.
E gwirionez, mar deo diaes kavout el lennegezhioù estren, ur paotrig ken dedennus ha
Bilzig, eo ken diaes all kavout ur vamm heñvel ouzh ar plac'h kalonek, he deus graet un den
anezhañ.
Ur vamm eo ivez a lakaio ac'hanomp da zont tre en oberenn Tangi Malmanche : ar vamm
eus Marvailh an Ene naonek. Evelato n'eus ket anezhi un danvez ken talvoudus hag Izabel, pell a
se. Ur paour kaezh maouezh, n'eo ken, evel ma'z eus kement anezho. Heñvel eo ouzh re a vammoù
o deus savet gwazh pe washoc'h o bugale ha n'o deus goude se d'ober nemet gouelañ forzh
pegement. Tost-tre eo tezenn ar pezh- c'hoari ouzh hini gwerzioù kozh a zo, evel hini Yannig
Skolan. E spered dizesk ar vaouez-se, eus renk izelañ ar bobl, ez adkavomp ar soñj uhel, notet dija
ganimp : merc'hed Breizh a gar ene divarvel o bugale muioc'h c'hoazh eget o buhez-korf.
Ne vezin ket dislavaret, a gav din, pa glaskin diskouez pegen meur eo al lec'h dalc'het gant
ar merc'hed e pezhioù-c'hoari Tangi Malmanche. Displeget en deus e-unan e soñj diwar-benn ar
gudenn-se e kentskrid Salaun ar Foll. Skrivet e galleg, siwazh, hag en ur galleg n'eo ket aes treiñ
anezhañ. Hervezañ n'eus ket merc'hed awalc'h er c'hoariva brezhonek. Ha koulskoude, n'hell ket ar
c'hoariva bezañ buhezek, gwirion, dudius, ma ra diouer dezhañ an danvez-se a zrama hag a from.
Ha setu penaos ez echu gant e c'halvadenn da c'hoarierezed a youl vat : « O c'hoari pezhioù
brezhonek, » emezañ, « e c'honezot un diamant glan, ur brageriz uhel-briz ! Gwelloc'h eget ficherez
ha koantiri e vo pezh hoc'h eus roet skoazell da saveteiñ, ... pezh a vo galvet un deiz gant ho pugale,
stad enno : YEZH KOZH HOR MAMMOU ».
52
Tangi Malmanche en deus lakaet merc'hed en e oberenn, da skuilhañ enni war un dro tenerded ha
kizidigezh. Met, n'emaint ket aze evito o-unan. N'en deus ket klasket, a gav din, livañ merc'hed
gwirion, nemet e vefe marteze Mon, ar vatezh aheurtet en he fealded (Ar Baganiz), ha Mamm e
Marvailh an Ene Naonek. Souezhus eo emañ homañ ar Vamm nemeti e c'hoariva Malmanche.
Marv eo dija mamm Verc'hed (Salaun ar Foll), hag hini Del (Ar Baganiz). Gwreg C'hurvan ha
gwreg an Toer n'o deus ket bugale.
Ne welimp biken moarvat, skeudenn ar Vamm savet gant Tangi Malmanche e kreiz don e
galon. A drugarez Doue e chomo dimp tra welloc'h marteze : ar pennad brudet a zispleg Del, o
soñjal en he mamm aet d'an Anaon.
« Ur vamm zo evel pa larfer,
Un tamm eus Doue e korf ur vaouez... »

Merc'hed krouet gant Tangi Malmanche ne dalvezont ket marteze kement ha gwazed treset
gantañ. N'int ket peurvuiañ a vent gant tud evel Gurvan, Salaun, Sezni, an Toer, pe zoken ar floc'h
bihan Perig, ken dedennus. Kentoc'h eget merc'hed gwirion, en deus klasket Malmanche gwiskañ
brav kealioù hael ha hoalus. Ganto, n'hellomp ken implijout hor muzulioù bemdeiz. Mont-dont a
reont a-dreuz ur pevare ment. E kentskrid Salaun ar Foll, en deus Malmanche e-unan lavaret da
skouer : « Berc'hed n'eo ket ur vaouez. Un arouez eo. Berc'hed n'eo ket un hini dous bennak, met ar
menoz relijiel o 'n em c'hlanaat, hag o vont da vezañ kevrinelaet ».
Barnadenn iskis, a gav din, hag hanter wir hepken. Rak merc'hed an oberenn-se a zo war un
dro eeunoc'h ha talvoudusoc'h eget an diskleriadenn vrumennek kinniget gant Malmanche. Beuzet
en o huñvreoù a garantez, e tioueront a galon vat pep tra : o danvez hag o foell, o brud hag o buhez,
pep eurvad er bed-mañ. Hervez gwelout, n'eus er samm pounner a vrev o c'halon nemet kozh vili,
evel e sac'had Fant ar follez. Ya... Setu barnadenn berrwelerezh an dud. Met sellit a dost, c'hwi 'zo
eeun a galon. N'eus ket bili ken. Eneoù eo, a vez douget e gwirionez, war eskell o fedenn hag o
emziouer.
Paour kaezh merc'hed reuzeudik n'int ken, a gav d'an dud. Seblantout a reont bezañ trec'het
gant krizder ar vuhez hag ar blanedenn. An trec'h a zo ganto koulskoude ; gwirionez o huñvre 'zo
dija ouzh o gortoz er bed-all, mar n'eo ket deuet da wir er bed-mañ. Hor Breizh n'hell ket nac'hañ,
sur mat, merc'hed hael krouet gant Tangi Malmanche. Re heñvel ez int outi...
Ha bremañ setu dirazomp maread Gwalarn, da lavarout eo, evel ma ouzoc'h, ar gouelec'h
krin ha kras. N'eus eno tra ebet da vezañ tapet ganimp. Ar merc'hed ? N'eus ket anezho en oberenn
Gwalarn a-bezh, gouzout a rit. Daoust hag e vefe kollet da vat va c'hlaoustre? Gwelomp a dost.
53
Evit diskouez n'on ket evit fallgaloniñ, e krogin gant Jakez Riou, daoust ma seblant bezañ
gwalldreut lodenn ar merc'hed en e oberenn verr. Ha c'hwi da lavarout diouzhtu, goapaus un tamm
mat : Na dit ket moarvat da glask komerezed Nomenoe-Oe, leun o beg gant komzoù gros ? Na petra
'ta ? Avel but miz meurzh n'eo ket diblijus goude ar goañvezh tremenet e korn an oaled. Goude ken
lies a hirvoudoù barzhek diwar-benn dimezelled klouar ha disliv, pegen yac'haus eo dimp ar barr-
avel fresk ha put un tammig hag a c'hwezh en oberenn Jakez Riou. Ar gwir a zo gantañ sur mat, pa
laka strakelled e bezh-c'hoari da glakennañ gardis evel ma varvailh ar maouezed da zeiz ar marc'had
war gement Plas an Amann a zo e kêrioù Breizh. Ret eo kemer an dud evel m'emaint, fetis ha bev-
buhezek. Tud a bep seurt a zo ret evit ober ur bed pe sevel un oberenn ledan. Soñj Jakez Riou a zo
diskouez dimp, dindan fentigelloù, skiant-vat ar bobl o terc'hel penn ouzh gwaskerezh diboell ar
stadelouriezh. Er brezelig pemdeziek-se, ne vez ket ar merc'hed er penn diwezhañ. Gwelet mat eo
bet an tu-se gant Jakez Riou. Keit ha ma vo e Breizh un archer genaouek (betek fin ar bed, 'm eus
aon) ra gavo dirazañ, da stankañ dezhañ e c'henoù, ur pezh divergont dilu evel marchadourez « brilli
» Nomenoe-Oe !

Hogen, evit tizhout soñj don Jakez Riou diwar-benn ar merc'hed, digoromp ma kirit,
Geotenn ar Were'hez. Soueshusat kemm ! Aze, e meur a lec'h, e seblant pep tra bezañ lakaet a zevri-
kaer da grouiñ un aergelc'h gwregel ; an doare-se, kizidik ha tener, da santout ha da livañ traoù an
natur, an tu-se da glevout gloazioù kuzhetañ ar c'halonoù ha betek ar frazennoù gwevn... Kement-se
a vleugn evel bokedoù kinniget da briñsezed a huñvre. Pelec'h emañ gwragez rust Nomenoe ? Setu
bremañ krouadurioù skañv ha kevrinus, a bouez ken nebeut o zreid war an douar : Levenez, bouzar
ha mut, met kenedus eston hag a yelo buan da resev digant an Aotroù Doue ar gomz hag ar
c'hlevoud. Lotea, o Vervel diglemm ha didrouz, hep rebech e bizhoni d'he zad. Ur plac'h eo a ro e
ster leun da bep danevell eus al levr, paneve unan, ar Barr-Avel. A-wechoù, ne welimp ket anezhi
zoken, evel e « Mona », met hi eo evelato, a laka bepred ar gontadenn da vont endro hag ar baotred
da huñvreal pe da bennfolliñ. Alies, ne oar ket ur plac'h yaouank betek pelec'h ez a he galloud.
Derc'hel a ra koulskoude buhezioù en he daouarn. E garantez diboell evit ur bennherez eo a laka ar
paour kaezh Izidor Lannuzel da vezañ ken truezus e stad e-pad mizvezhioù, betek an nozvezh ma
lazho gwidreüs, pried nevez e vuiañ karet.
54
Ur c'hoant-lazhañ didrec'hus a savo ivez e penn gwan Yun, pa gompreno erfin eo bet dilezet ha
goapaet gant Seza. Bet livet gantañ poltred dispar Levenez, ne fello ket da Rivanon, an arzour, livañ
taolenn ebet ken. Ne vo ket kalz a gomzoù, ne vo ket jestroù ledan ha prezegennoù romantel, nemet
e vo kemmet a-grenn gant o c'harantez buhez pep hini eus ar baotred-se. E gwirionez, al lec'h
kentañ a vez dalc'het gant ar merc'hed e levr Jakez Riou.
Ha pebezh merc'hed dedennus peurliesañ, da skouer Anna Bogion, o karout dilavar he breur
klañv. Truezus ha mat eo o c'halon ; zoken hini Vari ar bennherez, ha Seza ar goantenn. Mar
gouzañv paotred abalamour dezho, n'int ket kablus o-unan. Tonkadur ar paour kaezh tud, a blij da
Jakez Riou o skeudenniñ, a zo karout ha bezañ gwallevurus dre o c'harantez end-eeun. Met
gwelloc'h eo, a gav dezhañ, karout ha gouzañv war un dro, eget chom digar ha digizidik. Evitañ n'eo
ket ar garantez ur froudenn a dremen buan, hep lezel roudoù don, met an trivliad meur, a grog start
en den a-bezh, korf, kalon hag ene. Eviti e c'heller reiñ pep tra a galon vat. « Pa ziouerfe un den e
holl beadra evit ar garantez, ne rafe stad ebet eus kement-se ». Sed komzoù Kanenn ar C'hanennoù.
An doare uhel-se da gompren ar garantez a zo hini Jakez Riou. Hini ar Gelted ivez a-hed ar
c'hantvedoù.
Truezus eo ne roas ket dimp Jakez Riou ur wir ramant a garantez. Bez 'en devoa ouzhpenn e
zonezonoù, ur soñj eus ar garantez, meur ha don awalc'h, evit hen ober. Chom a ra dimp evelato
damskeudoù-merc'hed, hag a sav kenedus ha flour en e oberenn re verr. N'omp ket evit o
ankounac'haat.

(Da genderc'hel)
BENEAD.

55
Prederouriezh

Fetis ha difetis

Aes awalc'h e keñverian Prederouriezh pagan Bro-Ellas gant Boudaadegezh an Indez.


N'ouzon ket daoust hag he defe pouezet da vat levezon relijionoù an Indez war amzerioù kentañ
Bro-C'hresia, (VI - V vet kantved). Met heñveledigezhioù a zo awalc'h evit chom souezhet. Ar
menozioù-stur a zo an hevelep re a bep tu.
Rak, sellet dre vras, setu d'am soñj pennlavarennoù Prederouriezh Bro-Ellas : an darvoudoù
fetis, traoù an danvez, n'int ket boudoù da vat; skeudennoù int, hep gwirvoud, pe da vihanañ gant
nebeut a wirvoudelezh. Ar gwirvoud eo ar meiz, ha kement a zo meizus er bed. An difetis eo ar
meizus-se. Ar fetis n'eo ket tra a ouiziegezh, na zoken danvez a anaoudegezh evit ar meiz. N'eus
skiant nemet eus an holleg: E kreiz-don ar Brederouriezh c'hresiat, emañ eta o labourat bepred, pe
guzhet pe anatoc'h, un hollgealouriezh wirion. Sklaer eo an dra-se e kelennadurezh Platon hag er
Blatonadegezh. Met Aristotelez zoken a vir un dra bennak eus an temz-spered-se ha n'hell ket en em
zizober da vat dioutañ : evitañ ivez n'hell ket meiz an den anaout an danvez ennañ e-unan, met
anaout hepken ar c'healioù hollek a zo kuzhet er boudoù danvezek ; evitañ an danvezel hag an
hiniennel a zo hevelep tra. An holleg a zo boud, gwirvoud, sklerijenn, tra meizus, keal. An danvez
avat a zo hiniennelezh, teñvalijenn, tra diveizus, tost d'an nannvoud. Spered Mab-den n'en deus ket
anaoudegezh an hiniennel, n'hall ket e welout war eeun, diveizus ma z eo ; met hepken o prederiañ
war orin ar c'healioù ez anav en deus tennet ar c'healioù-se eus an hiniennel danvezek.
Evit ur seurt Prederouriezh, petra eo Doue ? Ur C'heal ivez, an hini uhelañ, an hini difetisañ.
Daoust hag e vefe ar C'heal-se distag diouzh ar bed ? N'eo ket. Keal meur ar bed eo Doue, meiz hag
ene meur ar bed. N'eo Doue nemet an derez uhelañ e-touez boudoù-kealioù ar bed, an hini a ziver ar
re all dioutañ. N'eo ket an Doue-se tamm ebet heñvel ouzh an Doue bev a lavar da Voisez ha d'ar
Juzevion : ME (Me eo an hini a zo). Ar bersonelezh hag an hiniennelezh a seblant bezañ evit ar
C'hresianed un hevelep tra, da lavarout teñvalijenn ha diveizusted.
56
Diaes eo dimp adkavout, goude kement a gantvedoù kristen, temz-spered Prederouriezh
Bro-Ellas. Diaes eo distreiñ a-spered e kreiz sevenadurezh kozh an Indez-Europa. N'eus ket tamm
ebet avat da lenn ar Baganed-se o klask enno evel un alberzh eus ar pezh a soñjomp-ni, kristenion,
diwar-benn Doue. Mar gell ur c'hristen treiñ hiniennoù eus o lavaroù en ur ster kristen hag ober
gonid ganto, se 'zo un dra all ; n'eus ket da ankouaat n'eo ket ar ster-se an hini gwirion, an hini o
deus mennet ar skrivagnerion bagan. Ne damallan ket da Dadoù an Iliz bezañ implijet komzoù ha
soñjoù Platon, met bezañ kredet en doa meizet Platon ar ster a lakaent-i war e lavarennoù.
Hep mont bepred betek un hollzoueadelezh pervez ha groñs, ez a bepred Prederourion Ellas
gant an hent a gas di. Dispis eo evito an diforc'h etre ar Bed ha Doue. Da vihanañ, ar bed, d'o meno,
en em zalc'h ennañ e-unan, a holl viskoazh. Ne gaver ket ganto soñj krouidigezh ar bed.
Neuze, pebezh nevezinti, a voe er bed pagan-se, prezegerezh an Aviel ha ledanidigezh ar
Gristeniezh. Gant ar pezh hon eus lavaret e c'heller kompren perak ne reas ket berzh an Aviel e-
touezh speredoù uhel ar Baganiezh : re enebet e oa ar gelennadurezh nevez ouzh o stumm-spered-
int (1).
Setu eta ur relijion en em roe evel ur furnez uhel, hag a oa diazezet war darvoudoù istorek.
Keit ha ma 'n em zikoueze an danevelloù diwar-benn an doueed, evel mojennoù ha labourioù a
faltazi, e c'helled ober ganto, hag o lakaat da c'hourskeudennoù. Met reiñ da zarvoudoù istorek,
fetis, danvezel un dalvoudegezh wirion, peurbadel, doueel, se a oa sotoni.
Kontrol a-grenn en em ziskouez ar Gristeniezh da geñver ar menozioù-stur hon eus displeget
uheloc'h. Hon Doue a zo diforc'het a-grenn diouzh ar bed, evel an didermen diouzh an termenet, ar
peurvoud diouzh ar bed krouet. N'eo ket ur c'heal difetis ha divuhez, met an Doue bev, ur voud klok
ha fetis daoust ma'z eo fetis en ur ster all eget ar grouadurion. Un Doue personel ez eo, tri
fersonadur ennañ, pep hini anezho o kaout darempredoù resis gant ar bed hag an dud. An
darempredoù-se a zo darvoudoù istorek. An eil person zoken a zo en em gorfet, en em zenet. Setu
eta an danvez, an hiniennelezh, an darvoudoù, ar bed en e zoareoù a vremañ, o kemer evit an
Doktored kristen pouezh gwirvoudel. N'eus boud o vezout nemet fetis, a lavaro ar Brederouriezh
kristen. Rak n'hell ket un darvoud eus buhez hor Salver kaout un dalvoudegezh hollek hep bezañ da
gentañ un darvoud fetis hag hiniennel.

(1) Ar Voisadegezh hag ar Brederouriezh douget enni a c'hellfe bezañ bet ivez ur stokadenn ouzh ar
Brederouriezh pagan. Daoust d'ar Juzevion bezañ en em ledet er bed araok donedigezh hor Salver
ne welomp ket o dije bet kalz levezon er feur-se.

57
Sellit ouzh komzoù Sant Paol diwar-benn dasorc'hidigezh hor Salver : un darvoud istorek ez eo ;
korf hor Sabrer a oa gwirion, hiniennel, fetis ; gant ar c'horf-se eo dasorc'het gwirion ; a-hend-all
n'eus daspren ebet.
Setu an nevezenti vras degaset er meizerezh gant ar Gristeniezh : al lec'h kentañ roet d'ar
fetis ha d'an hiniennel, a- enep krenn d'ar Baganiezh c'hresiat a felle dezhi treiñ ar fetis da
nannvoud. Bremañ avat an holleg n'en devo ken talvoudegezh nemet dre ar fetis hag en abeg
dezhañ.
Bremañ ar bed a vevomp ennañ, bed fetis an danvez-mañ, ne vo ken sellet outañ evel ouzh
tra peurbad en e orin nag en e ziwezh. Rak krouet eo bet ar bed-mañ ha kemmet e vo un deiz da
zont. Divarvel avat eo an eneoù, ha divarvel ez wirion, rak chom a reont gant o hiniennelezh, gant o
fersonelezh, gant o fetisder. Nag ar bed, na buhez Mab-den ne vezint ken sellet evel traoù diouto o-
unan, met en o darempredoù gant Doue penn-orin ha penn-finvez anezho.
Daoust d'an implij a raio eus komzoù ar Brederouriezh pagan Doktored an Iliz adalek ar re
gentañ, ne vo ket miret ganto ken temz-spered ar Baganiezh ; ur ster nevez o devo war o muzelloù
al lavaroù kozh. Techet e vezint gant pouezh ar Gristeniezh hec'h unan da grouiñ ur Brederouriezh
eus ar Fetis, ur Brederouriezh eus Tonkadur ar Bed (orin ha finvez) ; ne vezint ken douget da
brederouriezh an difetis, na d'an arvestiñ ar bed ennañ e-unan.
Gant Sant Aogustin e teu da vezañ sklaer-tre ar mennadoù-se kuzhet en hor relijion adalek
an taol kentañ. E brederouriezh-eñ a zo enklask ur spered lemm-kenañ war donkadur ar bed evel
m'emañ bremañ o vezout dindan hon daoulagad, goude kouezidigezh an den er pec'hed; un enklask
ez eo diwar-benn doare fetis ar bed, galloudezhioù kontrol ma stourm ennañ betek ma splanno a-
benn ar fin trec'h ar C'hrist hag e rouantelezh, enklask pourchaset dindan sklerijenn ar feiz evit
degas endro an ene d'e Zoue.
Lavaret e vez o deus Tadoù an Iliz implijet kelennadurezh Platon hag hini e ziskibion. Met
merzet ez eus bet gant gwirionez n'o deus ket graet gant ar Blatonegezh pe ar Blatonegezh en he
fezh, met hepken gant soñjoù 'zo eus Platon, ar re end-eeun n'int ket ar re bennañ er Blatonegezh, da
sell un Istorour. Dedennet int bet gant mojennoù Platon diwar-benn tonkadur an den, ar vuhez da
zont, diwar-benn ar c'healioù, al Logos. Graet o deus gant an « Time » hag ar «Fedon », o tilezel ar
peurrest pe dost. Hag er c'heñver-se e vo Sant Tomas Akuino ken platonat ha Sant Aogustin. Ne
zilezo an Akuinad na kelennadurezh ur bed krouet gant Doue hervez ar c'healioù-skouer meizet
gantañ na soñj ar Ragwelerezh doueel a zo stag ouzh ar menoz kentañ-se, na doare-soñjal an Tadoù
diwar-benn divarvelezh an eneoù, nag ar vuhez da zont gant kastizadurioù ha goproù.

58

Nebeut-tre eus Prederouriezh Platon evel Prederouriezh a zo aet er Gristeniezh. Ar


Brederouriezh pagan bet implijet kentañ, evel Prederouriezh, gant ar Gristeniezh, eo hini
Aristotelez.
Betek ar Grenn-amzer e chom ar Brederouriezh kristen, predererezh kentoc'h, ur furnez, ur
vuhez. Bremañ evit respont da ezhommoù nevez ar speredoù e vo ret d'ar Gristeniezh dont da vezañ
ivez ur ouiziegezh rik. Al labour-se a vo kaset da benn gant Sant Tomas Akuino a verzas war-lerc'h
e vistri ha Sant Alberz ar Bras dreistholl, ar gonid a c'helled tennañ evit se eus Prederouriezh
Aristotelez, da c'hellout enebiñ ouzh an Averroidi, ouzh ar re end-eeun a rae gant Aristotelez evit
diskar ar Gristeniezh. Gant Tomas Akuino ez a da vat ar Brederouriezh kristen war dachenn an
holleg hag an difetis, war-du sell ur bed ennañ e-unan. Feizdoueoniezh Sant Tomas ivez, evel e
Brederouriezh a vezo ur skiant rik, skiant ar silvidigezh en he hollegezh, ur skiant-meizañ ha n'eo
ket ur skiant- oberiañ; ne vo ket da gentañ un hent da servijout d'an ene en e vuhez a galon, evel ma
felle da v-Bonaventura en e « Itinerarium », bez' e vo un Dastumad, ur « Summa », ur c'hendaspugn
kenreizhet ha kempouezet mat, a c'heller meizañ evitañ e-unan.
Ar Skiant a zo diwar disrannañ, digemmeskañ, distrobañ ; setu ar pezh a raio eta Sant
Tomas. Gwir eo ez eo aet dija kelennadurezh ar skolioù war an hent-se, hogen n'eo ket eñ a lakaio al
lusk-se da vont war gil, evel ma klask ober Bonaventura. Ar Skiant a zo ar Skiant. Hec'h ezhommoù
he deus a dleomp mont diouto. Hag ar menozioù-stur a reno kelennadurezh an Dominikad a vo eta
ar re-mañ :
1. Ar Skiant a zo war dachenn an holleg.
2. Ober a ra gant an distrollañ.
3. Sellout a ra ouzh ar boudoù enno o-unan.
4. Klask a ra meizañ evit meizañ.
A-enep da se emañ an Aogustinadegezh, tra kozh dija, met dalc'het bepred gant doktored a
bouez, zoken en amzer Sant Tomas gant tud evel Bonaventura. Setu ar menozioù-stur anezhi :
1. Ar Skiant n'eo nemet un doare anaoudegezh ha n'eo ket an hini wellañ. An hini a dle an
den he c'hlask dreist-holl ha da gentañ eo ar Furnez. Honnezh eo anaoudegezh ar bed-mañ,
anaoudegezh ar den pec'her, anaoudegezh fetis hervez an darvoudoù a vevomp enno.
59
2. An anaoudegezh eviti hec'h-unan ne dalv mann ebet ; ne dleer klask gouzout nemet evit
kaout an hent a gas da finvez an-unan.
3. Ne dalv ket eta sellout ouzh an traoù enno o-unan, met en o c'heñver gant finvez diwezhañ
pep tra, Doue.
4. Pep tra a zeu eus Doue, a gas da Zoue. Hor spered a dle en em stummañ diouzh hini
Doue, hag evel ma wel Doue pep tra en unander ur c'heal fetis ha pinvidik lec'h ma'z arvest ar bed
krouet a-bezh, evel-se ivez e tleomp unvaniñ, unaniñ pep tra en arvestouriezh ur sellad fetis hag
unan.
An Aogustinadegezh a zo war dachenn ar Gevrinouriezh, war dachenn striv ar youl davit
Doue, war dachenn an ober. Sant Tomas en enep, en em laka war dachenn ar ouiziegezh, war
dachenn ar meiz. N'emaint ket en holl war an hevelep tachenn, ha gant se n'en em enebont ket
kement se. Ur gwir c'honid eo bet evit an Iliz striv Sant Tomas en amzer ma reas anezhañ :
diskouezet en deus e c'helled lakaat ar Gristeniezh da vezañ ivez ur wir skiant war bazenn an holleg.
Ar fazi eo bet hini ar re o deus komprenet ne vije ken bremañ ar Gristeniezh nemet se, ur skiant war
bazenn an holleg, hag e vefe ret hiviziken ober eus ul levrig katekiz evit ar bobl, un diverradur eus
ur Summa skiantel. An Iliz he deus degemeret war un dro Tomas ha Bonaventura ouzh o lakaat o
daou war roll he doktored, o c'houzout mat e c'hellomp tennañ gonid eus an eil hag egile, pep hini
war e dachenn.
Aogustinadegezh ha Tomasegezh n'int ket kontrol kement se. Perak neuze an enebadurioù a
savas ouzh an Akuinad, goude e varv (kondaonidigezhioù gant Stefan Tempier, Kilwardby) ? Da
gentañ diwar farizianelezh an Doktored a gemere henvenozioù born, evel gwirionezioù stag mat
ouzh ar Gristeniezh. Kalz enebadurioù a zo deut eus ar pezh a lakaomp en Aogustinadegezh da
sotoni estlammus.
Marteze koulskoude ez eus un abeg don bennak en diaesamant a santas hiniennoù dirak
kelennadurezh nevez an Akuinad. En e zamant d'ober hervez Aristotelez gant an holleg, gant ar
ouiziegezh, en doa degemeret betek an tezennoù an diaesañ da gentoniañ gant ar gelennadurezh
kristen. N'en deus ket skarzhet pezh a chome en Aristotelez a vrizhvarnadennoù a-enep an
hiniennelezh, an danvez, an darvoudoù ; n'en deus ket gwelet an Hollgealouriezh en em guzhe
dindan disfiziañsoù an Hellenad.
N'hall ket meiz an den, eme Domas, gwelout an hiniennel, nag anavout hiniennelezh un dra
bennak enni hec'h-unan. Ne c'hall gouzout nemet kement-mañ : traoù hiniennel a zo. Ne wel ar
meiz nemet ar c'healioù hollek, bet tennet eus an traoù danvezel gant ar meiz oberer (intellectum
agens)...
60
Kelennadurezh diaes e-keñver ar feiz, rak pa wele an ebestel ur burzhud graet gant hor salver, pezh
a oa burzhudus a oa end-eeun pezh a oa hiniennel en darvoud-se, ne oa ket pezh a oa hollek ennañ ;
kelennadurezh diaes e-keñver ar misterioù, a zo darvoudoù fetis hag hiniennel al lodenn vrasañ
anezho. Respontet e vo dimp e vez gwelet an hiniennel gant ar « Cogitativa ». Hogen ar gogitativa a
zo ur skiant-santout, hervez Sant Tomas. Ha n'eo ket ur skiant-santout na diabarzh na diavaez, a
c'hellfe bezañ galloudez a feiz. Er meiz emañ ar feiz, pe n'eus ket anezhi.
A-gevret gant se e vire Sant Tomas ur menoz all, stag mat ouzh hennezh kentañ. An danvez,
hag a zo teñvalijenn ha diveizus, a zo pennabeg an hiniennelezh. Pep den a zo an den-mañ-den en
abeg d'an danvez ma 'z eo stag e ene outañ. Met bremañ penaos mirout c'hoazh hiniennelezh d'an
ene goude ar marv, nemet gant displegadurioù korvigellet. Rak kaer 'zo lavarout ha tortal, n'hellfe
an ene goude ar marv, mirout nemet un hiniennelezh a ziavaez, da lavarout eo hiniennelezh wirion
ebet pa n'en defe ket hiniennelezh ennañ e-unan. Diaes awalc'h eo kompren e c'hellfe c'hoazh an ene
mirout hiniennelezh, p'emañ distag gant ar marv diouzh ar pezh a ro dezhañ hiniennelezh.
Sant Tomas en e zamant da skiantelaat pep tra a zo bet douget ivez d'ober eus ar bed tra
ennañ e-unan da gentañ holl. Mennad e Brederouriezh a zo diskouezet mat gant an doare ma
kompren ar c'heñveriadur a zo etre ar bed krouet ha Doue. Evitañ ez eus da veizañ ar c'heñveriadur-
se e stumm ur c'heñveriadur « predikamentel » da lavarout eo ez eo ret d'ar bed bezañ da gentañ
ennañ e-unan araok kaout keñveriadur gant Doue ; ar bed, emezañ, a zo da vezañ sellet da gentañ en
e voud araok ma c'hellfemp lavarout e tenn e orin eus Doue. Pezh a zo kentañ eta er Brederouriezh-
se eo urzh ha kenreizhadur an traoù enno o-unan. Pezh a vo diaes evit an Aogustinidi, rak sklaer eo
n'he deus ar Grouadelezh boud ebet, nemet en he c'heñveriadur gant Doue he c'hrouer. Kaout boud
eo evit ar grouadelezh bezañ krouet, da lavarout eo kaout keñveriadur gant Doue. Ar c'heñveriadur-
se eta, a responto ar re all a zo boudel ha dreistel (trancendentalis).
Daoust da se e chome kenreizhadur Sant Tomas un aloubadenn vras evit ar Brederouriezh
kristen. Ha speredet-lemm evel ma oa, e ouie an Dominikad skañvaat er munudoù pezh a oa re
c'hroñs en e bennlavaroù. En e Summa dreist-holl e teu e venozioù da vezañ didaeroc'h. Habaskaat
a ra e soñjoù diwar-benn anaoudegezh an holleg hepken, o lavarout ez eus ivez anaoudegezh dre
gennatur, dre gerentiezh, dre zoug ar garantez (sellout ouzh la, q. 1, a. 6, ad3; l1a 1lae, q. 45, a.2 ;
lla, llae, q. 51, a. 3).
61
Re santel eo en e feiz, evit ankouaat ez eo ar bed, tra krouet, ha n'eus den en dije spisaet gwelloc'h
egetañ pezh a ziforc'h ar Peurvoud diouzh ar bed krouet. Gouzout mat a ra ez eus en tu-hont d'an
abegoù diabarzh (danvez ha furm) an abegoù diavaez (orin ha finvez) : talvoudegezh ar finvez a zo
bras en e soñj, brasoc'h eget na greder peurliesañ; Sant Tomas en doa lennet an Tadoù kozh, dreist-
holl, Denes ha Sant Aogustin rak en e amzer (amzer evurus!) e veze c'hoazh lennet Aogustin evel ur
mestr eus ar Brederouriezh kristen.
Hogen diskibion Sant Tomas e-lec'h mont war habaskaat eveltañ pezh a oa risklus en
Aristoteladegezh, a yelo muioc'h-mui da enebiñ ouzh talvoudegezh ar fetis hag ar finvez. O
frederouriezh a zeuio da vezañ e-stumm ur jedoniezh, gant termenadurioù, poellatadurioù, ha
dastumadurioù. Un den evel Spinoza a vo a stumm-spered ganto. Pep gwirvoud er bed a zeuio en o
soñj da vezañ tra ennañ e-unan, termenet resis : Tomas Vio (Cajetanus) n'hall meizañ ur
c'heñveriadur, nemet e doare ur mod, e stumm ur boud ennañ e-unan. Pep gwirvoud a zeuio
muioc'h-mui da vezañ ur boud serret ennañ e-unan, hag e kredo Leibniz gant ar « monadennoù »
ober prederouriezh kristen. Evit gwir ar spered pagan an hini a zo deuet endro, o lakaat adarre ar
boellegouriezh hag an hollgealouriezh da drec'hiñ. Ar spered-se a zisranno, a zigevreo pep tra er
bed, betek e vruzunañ.
E keit-se he doa kavet koulskoude an Aogustinadegezh un difennour bras gant ar Frañsezad
Yann Duns Skot. Hemañ a fellas dezhañ ober evit an Aogustinadegezh pezh en doa graet Sant
Tomas war dachenn an difetis, implijout Aristotelez evit displegañ prederouriezh an Doktored kozh
dindan stumm ur wir skiant, dre lodennañ, poellata, h. a. Petra bennak ne dlee ket bezañ ar Skiant
evit Duns Skot, dres ar pezh ez oa evit Sant Tomas... Dre zastaol a-enep Sant Tomas e vo techet da
re-greñvaat pezh en doa dilezet an Akuinad : talvoudegezh ar fetis, eeunwelidigezh ar fetis gant ar
meiz, abegoù-diavaez ar bed (orin ha finvez). Prederouriezh Sant Tomas a zo bet prederouriezh an
dilusk, e hini a vo prederouriezh al lusk. Hag e lec'h pouezañ war ar meiz e vo pouezet war ar youl.
Ha ne vo graet gant an disrannañ, nemet evit adunvaniñ goude se en un arvestadenn glokoc'h ha
pinvidikoc'h a se.
Chom a ra Sant Tomas war dachenn an difetis ha setu perak e c'hell chom gwir e dezennoù
n'eus forzh e peseurt stad en em gavfe e gwirionez an natur-den. Evel ne gemm ket ar Ventoniezh pe
al Lizher-jedoniezh, hervez ar pec'hed pe ar vertuz, hervez ar c'halvadenn dreistnatur pe nann.
62
Tud evel Bonaventura, Duns Skot en em laka war un dachenn all hini stad wirion poell Mab-den,
hini ar fed, hini an doare roet d'an denelezh en degouezhioù-mañ eus an Istor, ha n'eo ket war un
dachenn meizet en difetis. N'eus nemet ar fetis a c'heller anavezout da vat, an hini nemetañ a dalv
evit gwir. Ar soñjoù difetis hol lez hep dibunañ hor c'hudennoù pouezusañ, hep hon heñchañ war ar
pep retañ. Kompren a reomp neuze n'heller ket barn lavarennoù an eil re pe ar re all, hervez un
hevelep temz-spered. Ur c'heal evel hini an « natur-den » a zo disheñvel a-grenn hervez ma seller
outi en difetis pe er fetis. Evit Sant Bonaventura, an natur-den dizalc'h, ar poellden dizalc'h ha serret
enno o-unan, n'int ket bet biskoazh ; ur martezead goullo n'int ken ; ha ne dalv ket ar boan gouzout
petra a c'hellfent bezañ bet, peogwir n'int ket o vezout. Pezh a zo eo an natur-den bet savet d'un urzh
dreistnatur, bet kouezhet diouti, ha bet dasprenet. N'eus urzh-natur dizalc'h ebet, ha faoz ha digristen
eo ar Brederouriezh a venn chom stag outi. Ar gerioù eeunañ a gemer eta sterioù disheñvel a-grenn
hervez an dro-spered ma veizer ganti anezho. Arabat klask barn Duns Skot o'n em lakaat war
dachenn Sant Tomas, hag arabat ivez barn Sant Tomas o'n em lakaat war dachenn Duns Skot. N'int
ket war an hevelep derez. Ha setu perak ur wech c'hoazh n'en em enebont ket kement ha ma seblant
da gentañ. Un den evel Suarez a c'hello tennañ gonid eus an eil hag egile, hep en em zislavarout.
Met Suarez en deus mesket betek re, gant preder an daou zoktor kentañ, e soñjoù-eñ, hag
iskisadurioù degaset a bep tu ; ha n'eo ket eñ en deus savet ar c'henstrolladur gortozet en dije
unvanet kement a oa bet aloubet gant ar Brederouriezh kristen war dachenn ar fetis hag an difetis.
Ar spered-den-se n'en em ziskouezas ket. Hag e lec'h mont war du an unvaniezh, e oa aet diskibion
Sant Tomas da enebiñ ha da vrezeliñ ouzh ar re all. An Domasidi a yeas kentoc'h war-du ar
boellegouriezh ; ha diskibion Skot en enep war-du an arnodouriezh. An Domasidi a nac'has
muioc'h-mui talvoudegezh ar fetis, hag Okam a nac'has talvoudegezh an difetis. Hogen n'eo ket
Skot a vefe kiriek d'an Okamegezh, evel n'heller ket lakaat Sant Tomas da giriek da boellegouriezh
Kant. Daoust dezho o-daou bezañ pouezet war an eil tu pe egile, n'o deus ket nac'het an tu all. Fetis
ha difetis a zo, ha ret o mirout pe lazhet e vo ar Gristeniezh.
Sklaer eo evidon ar gentel a dleomp tennañ hiziv eus studi ar Brederouriezh kristen. Pezh a
zo da adkavout eo ur spered a Gatoligiezh, a anavezo kement tra 'zo boud, a glasko kompren araok
enebiñ, implijout araok dizarbenn.
63
Pep doktor en deus e dalvoudegezh war e dachenn. Met meur a dachenn a zo. Mar klasker
skiant kristen an difetis hon eus Sant Tomas, o lakaat an ton war an abegoù diabarzh, war an dilusk,
war ar meiz, met hep nac'hañ nag ar fetis, nag an abegoù diavaez, nag ar youl. Skot a fell dezhañ
ivez bezañ skiantel hag Aristotelad, met diouzh an hengounioù aogustinat, e laka an ton war ar fetis,
an abegoù diavaez, al lusk, ar youl. Araozo ha war o lerc'h e vo reoù all a skrivo a-zevri-kaer,
levrioù a furnez, ne glaskint ket enno anataat ha prouiñ hepken, met heñchañ ; ne vo ken o
c'helennadurezh skiant-meizañ, evel hini an Akuinad pe hini Skot, met skiant-oberiañ ; ne vo ken
labour distrollañ, met en enep labour adstrollañ, kevreañ, da gas ar spered war-du arvestouriezh ha
karantez Doue. Sellit da skouer ouzh Bonaventura. Gwechoù all e pellaio c'hoazh ar Brederouriezh
kristen muioc'h eget se diouzh ar skiant hag an difetis : stagetoc'h ouzh ar vuhez e c'hell bezañ
c'hoazh o tezrevell strivoù ha luskoù ene ar skrivagner, evel Sant Aogustin en e g-Confessiones.
Lies derezioù a zo, ha pep doktor en deus e dalvoudegezh. Pep hini a respont d'un tu eus ar
gwirvoud, ha n'eus gaou nemet ouzh o nac'hañ an eil pe egile.
Ar meizadoù difetis ne serront ket ar gwirvoud holl, daoust d'ar gwirionez o deus, daoust d'o
zalvoudegezh evit resisaat ha sterniañ ar soñj. Reiñ a reont dimp gwelout e traoù ar bed pezh a zo
stabil. Met en tu-hont dezho eo ret mont da gaout ar gwirvoud a zo fetis ; ha goude an Doue
diskouezet dimp gant ar poell, eo ret tizhout an Doue bev. Pezh 'zo gaou eo dianavout ar
gwirionezioù kenstag-se, fetis ha difetis, dilusk ha lusk, gouiziegezh ha buhez.
Ar Brederouriezh kristen a zo anaoudegezh ar bed dindan sklerijenn ar feiz ; gouzout a raio
kaout skiant eus ar bed. Strivañ a raio da veizañ an difetis, hep koll soñj nen eus o vezout nemet
boudoù fetis. Ha goude bezañ distrollet ar boudañ d'o meizañ spisoc'h, e klasko adunvaniñ ; goude
bezañ meizet gant poell e klasko arvestiñ ; ha goude arvestiñ karout, rak ne dalv ket anaout hepken
hep tañvañ : scire enem et non gustare nihil valet.
Meizañ gant poell, evit arvestiñ gant e holl ene, hag en em ren gwelloc'h a se.
Maodez GLANNDOUR.

64
Gwerinoniezh

E bro Benmarc'h Sant-Wenole

O tostaat...
Ur gompezenn noazh o vont war-draoñ. Gwezenn ebet mui goude Kerskavenn. Dindan un
oabl divent ma red ar c'houmoul, tier skignet amañ ahont, tier izel, gwenn-kann o zalbenn, toet gant
mein-glas, kelc'hiet gant mogerioù bihan graet gant mein distag berniet an eil war c'horre egile, ha
neuze ar mor, ar mor divent, keit hag an dremmwel, o kelc'hiata ar gompezenn ; hag an aer boull ha
sklaer, sklerijenn e-leizh war bep tro : beg-douar Penmarc'h.
A-gleiz skoselloù garv ar C'heloù (1), dirak Keriti ; du-
hont tour-tan bihan Sant-Per, e-kichen ar ramz-se : tour-tan Eckmühl (2). A-zehoù, traezh lintrus
Porzh-Karn hag, e beg ar Palud : an Dorchenn (3) beg-douar roc'hellek etre Porzh-Karn ha pleg-mor
Gwaien.
An avel a lonkan, an avel a voud em divskouarn, o tegas ganti c'hwez yac'h moged ar bezhin
a vezer o teviñ du-hont war an aod etre an Tour-tan ha Chapel ar Joa. C'hwez ar mor ivez a glever,
boud ar mor ha strap dibaouez an tonnoù ouzh ar c'herreg.
E-tal iliz Sant-Nonna, patrom Penmarc'h, ur Vigoudenn a sell ouzhin gant he daoulagad
faoutet-ledan. Anaout a ran mat an hent, met kement ha tañvañ ar blijadur da glevout brezhoneg
bigoudenn o tregerniñ em divskouarn, e c'houlennan outi dre belec'h mont da Sant-Wenole.
Sklaeraat a ra he dremm raktal :
« Savenole ? » emezi, « teus kin trôi ahe, sell, ha mon't eon.
Ol leo bennég teus d'or (d'ober). N'out ket digoue'et c'hoa ! »

(1) « Les Etocs » e galleg. Ar reier-mañ a roe hag a ro bepred « keloù » d'ar vartoloded emaint tost
ouzh ar gêr.
(2) Diouzh anv ar gontez a Eckmühl a roas arc'hant evit lakaat e sevel, e 1893.
(3) « La Torche » e galleg, nemet un dorchenn n'eo ket, un etevtan eo ez eo !

65
E skol Sant-Wenole ne veze ket kastizet ar vugale pa gomzent brezhoneg. Re niverus e oant,
ha pennoù kalet touet war ar marc'had. Mibien besketaerien, blevek-melen, rouz pe ruspiïn o jodoù,
e voent holl gwisket evel ar besketaerien o zadoù, da lavarout eo e oa en-dro dezho evit dont d'ar
skol peb a vragoù hir e lien, peb a chupenn e lien, ruz pe bet ruz gwechall ha bremañ aet da roz.
Pennoù avelet, pennoù kalet, ya sur, met ivez bugale vev ha bev-mat.

Ar beilhadegoù-noz
Gant ar goañv o tont hag an nozvezhioù oc'h hiraat e vez graet beilhadegoù noz. Noz eo.
Skaotet eo bet traoù koan. « Tourmant ru » a ra, an avel a youc'h tro-dro d'an ti evel pa vije miliadoù
a ziaouloù o klask dont e-barzh, hag a sut euzhus en neud orjal. A vare da vare, plaou ! un tarzh-mor
a gouezh a lamm dreist sav-mein ar porzh.
Trouz botoù. « Deut tre ! » Lazhañ a ra an amezeien al lampoù gwall-amzer ha dont er gegin
domm da azezañ dirak peb a vanne gwin pe lambig. Hag ar gaoz da vont en-dro : ar c'heleier, tud ar
vro. Lesanvioù o deus ar re-mañ Marjanig Just, Mari Charkuter, Nann Gailhou, Chan 'n Touller
(toullañ a rae gwechall ar bilhedoù tren) hag all... Goude-se eo tro an divinadennoù :
Don 'giz puñs, ha puñs ne' ket
Gwenn 'giz liñser, ha liñser n'eo ket
Glas 'giz kaol, ha kaol n'eo ket
Petra eo ?
- Ar mor !

Un ti bihan nevez savet


N'eo na pri na raz an hini her ra
N'en deus na toenn na moger
Ha n'eo ket bet nav den ouzh hen ober ?
- Un neizh pig !

Div renkennad seurezed o vont gant an hent


Hag eur beleg ruz e-kreiz ?
- An dent hag an teod !

Ploñjerez en dour,
Sec'herez er gwez,
Intañvez en deiz
Ha rouanez en noz ?
- Al liñser !
Peder seurez o vont en hent
Ma en em dapfent, en em lazhfent?
- Eskell ar veilh (Bannoù ar vilin)

66
Dipa-Dipa, loenig-kerc'h
Lamm al lidig war e lerc'h
Panevet ar c'himpa hag ar c'hampa
E oa tapet kripa-krapa ? ? ?
- Loenig-kerc'h, kripa-krapa = ar yar.
Al lidig = al louarn.
Ar c'himpa pe ar c'hampa = ar c'hi.

Ur mell moñtr kaer


N'on ket evit sellout outañ ?
- An heol !

Ul liñser glas n'on ket evit hen plegañ ?


- An oabl !

Tik-tik 'tro an ti
Pa ya da vord an nor ne ra ket mui ?
- Ar skubellenn !

Petra eo an naetañ tra a vez e-barzh un ti?


- Ur vi

Dek a relegoù mut,


Ha n'eus ket un dra ouzh o derc'hel?
- Ho pizied-treid war solioù ho potoù !

Petra eo an diwezhañ tra


En deus kac'het e palud Tronoan ?
- Ur revr !

E-touez ar c'hanaouennoù e kaner ar re-mañ : « An Hini a oa aet da welout e Vestrez en Ifern », « Ar


Plac'hig dimezet gant he Mamm », « Ar Briñsez a Nemours ». Unan avat a stag da ganañ :
- Ur maltouter war vord an aod
Pa vari e vutun a ya sod
hag an holl da ziskanañ :
- Ya, gwir eo, va merc'h, ya, gwir eo !

67
Ar Gouelioù :

Ne vezer ket ken drant all atav avat. Deuet gouel ar re varv. Da noz, a-dreñv an nor e klever moused
o kanañ. Ar re-se a ya a zor da zor da gestal en ur ganañ : Kantik ar Purkator. Seniñ a reont ur
c'hloc'h da gentañ. Pa n'o devez ket a gloc'h e reont unan gant ur voutailh didalet, ur maen e-barzh,
a-istribilh ouzh ur gordennig. Ar c'houlaouenn, heñvel, ur voutailh distradet. E-barzh e vez plantet
ur c'houlaouenn-soav war enaou e-doare ma n'hello ket an avel he lazhañ.
Kanet o deus ervat klemmvan an Anaon gaezh :
« A bep tu deomp n'eus nemet tan
Tan war c'horre ha tan dindan
Hor pinijenn a zo kalet
En anv Doue hor sikouret !... »
Neuze e vez roet ur prof d'ar ganerien, hag ez eont da lec'h all da ganañ.
An diaoul a ya neuze er mor. Rust eo deuet da vezañ. Ar besketaerien a chom a-hed an deiz
war ar c'hal pe war ar c'hae o sellout ouzh o bagoù o sevel hag o tiskenn war an houl. A vare da vare
ez eont d'an davarn da lipat banneoù. « Gwin ru, malastou ! »
Me a lavar deoc'h e reont fae ouzh ar skritell peget ouzh ar voger : « Buvez du vin et vivez
joyeux !». N'eus ket ezhomm dont da lavarout dezho evañ !
Gant se eo degouezhet an deiz kentañ 'r bloaz. Fest ha levenez ! Ouzhpenn ur miz e pado
betek ur sizhunvezh bennak a-raok Meurlarjez, ha neuze e kroger en-dro.
Adal ar mintin, d'an dud kozh, d'ar vamm ha d'an tad, e lavar ar vugale ar « bloavezh mat ».
«Ar bloavezh mat a zouhetan doc'h
Kas 'n avantaj da fin ho puhe
Er baradoz, mar plij gant Doue ! »

E-doug an deiz e vo kestet gant ar vugale, war zigarez « diouetiñ ar blâvez mat ». En tier e-
lec'h ma vezont degemeret mat, e trugarekaont evel-hen :
« Ar blavezh mat a zouhetan dit
'Leizh da vazouenn (4) a gig! »
pe, er c'hontrol :
« Ar blavezh mat a aouhetan doc'h
'Leizh ho chakod kaoc'h moc'h ! »
Mont a reer ivez, bras ha bihan, da hanternoz, war-droad da chapel ar Joa, da hetiñ ar
bloavezh mat d'ar Werc'hez eno. Da Ouel Maria ar Goulou (ar Chandelour) ez eer d'an iliz da bediñ
evit « tennañ an diaoul er-maez eus ar mor ! » Goude-se e teuio an amzer vrav pe da vihanañ, ma ne
vo ket alies kalm-gwenn, ne vo ket ken rust ha m'eo bet hag e c'hello ar besketaerien « mont dei »
endro. Astenn a ra an devezhioù :
Da Ouel Maria ar Goulou
E vez krouget ar c'hantolerioù.

(4) Ur vazouenn a zo ul loer. E Bro-Saoz, dalc'hit soñj e lakaer ar profoù Nedeleg e loeroù ar vugale
ha neket en o botoù.

68
Ha setu Meurlarjez. Amañ e vez anvet an Ened, ur ger kar d'al latineg « initium » hag a dalv
da lavarout : deroù. Ret eo deoc'h kaout soñj e oa hennezh an deroù-bloaz gwechall-gozh.
Brasat gouel! kaerat gouel! hirat gouel! Chotenn (5) ha bara dous war an daol, ha bec'h dezhi
! Petra eo ur chotenn ? Feiz, penn rostet ur pemoc'h. Hag ar bara dous ? Ur seurt bara, gwastell
kentoc'h melen evel an aour, gant ur c'hreun gell-du rouz war-c'horre. Pep tiegezh a aoz e doaz, a
vez kaset da di ar pober pe ar «bouloñjer » da boazhat. Druz pe zrusoc'h e vo an toaz, diouzh ma
vezer pinvidik pe get. Sukr, rom, kanell dreist-holl a lakaer e-barzh, ouzhpenn vioù e-leizh. C'hwez-
vat a zeu gant ar bara se, m'hel lavar deoc'h. Neb n'hen anavez ket ne oar ket petra a goll. Da bep
gouel, da bep eured, bara dous war an daol, e ti Drezen, e ti Koseg, e ti Karioù, e ti Gichaoua.
Amanennet mat ez a da heul ur volennad kafe ha « diwallet » (miret) e vez un tamm evit ar mab war
ar studi e Kemper pe e lec'h all, keit ha degas dezhañ un tañva eus ar gêr.
E-kichen an traou dous, da blijout d'ur stomok bigoudenn, n'eus ket par d'ar « fourmaj rouz
», pastez kig pebret a-zoare. « Mag e teus sehied, teus kin evi ». An holl anvioù-verboù e Sant-
Wenole a echu gant i : labouri, skrivi « Ev 'ta, gast ! N'out ket deut amañ da sellet ! ». Evet e vez
ivez, na petra 'ta !
Or bannig lambig
War-lerc'h ar bar' hag ar c'hig.

Met fin zo da bep tra. Neuze e kaner, kazeliet, dre ar straedoù :


Achu 'n Ened
N'on ket chenet
Debret ar frikou
Debret ar sklipoù
Debret an argant
Achu tout!

Doare an dud

Gant an amzer vrav - alies e vez digoumoul kaer an oabl a-us da veg douar Penmarc'h, dres
a-zioc'h an aod - e vez gwelet ar merc'hed oc'h ober « piko » (dantelezh Iwerzhon), pe e gwasked ar
reier, pe war dreuzoù o dor.
Prestik e vezo Pask er gêr. Ne vez ket lavaret : Sul ar Bleunioù amañ, met Sul al Lore.
Boutinelerien eo ar besketourien. Komunisted iskis avat ! O, a dra-sur en em vodont, e vezont «
sindiket », ha taer ez eont d'ar patron evit difenn o c'hrampouezenn.

(5) Jodenn, jod.


69
Ne deont ket alies d'an iliz, ar wazed, nemet pa c'hoarvez gant hini pe hini beuziñ er mor, un
darvoud ha n'eo ket dibaot, a c'hellit krediñ, rak drouk eo ar mor ha, tra iskis, n'eo ket an holl
besketourien a oar neuiñ. Ma teu d'ur wreg mervel ret-mat eo lakaat un oferenn « evit lakaat 'nei da
vont ». Da vont da belec'h ? D'ar baradoz evel just!

Person Penmarc'h en devoa bet un drovezh ur menoz iskis. Er mod-mañ e soñjas : « Sed aze
du-hont ouzh troad an tour-tan ur c'hozh chapel hanterzilezet, hini Sant-Per, patrom ar besketaerien.
Koulz eo kaout skeudenn ar sant amañ da fichañ an iliz-parrez ». Degaset an delwenn eta. Met ar
mor a savas, pesked ebet mui ! Ha penaos souezhiñ ? Ha ne oa ket aet Sant Per diouzh e dud ? Mont
a rejont eta da gaout ar person ha da gemer skeudenn Sant Per da lakaat anezhi endro en he flas
kozh. Neuze e sioulaas ar mor, ha tapet e voe pesked adarre.
Pedennoù a vez lavaret evit lakaat ar sardin da zont stank, evit ma kresko an ed, evit kaout
glav, met evit se eo dao mont da chapel ar Vadalen. Eizh plac'h anvet Mari, e koun Mari-Vadalen, a
rank mont du-hont da c'houlloiñ ha da naetaat ar feunteun.

Ar Gwsskamant :

Evit ober o fask kentañ e vez fichet kaer ar merc'hedigoù. Dougen a reont d'o zud, d'o
mignoned, drajez sukr mesket gant boulloù bihan arc'hant.
Ar c'hoefoù dantelezh toull-didoull, an tavañjerioù broudet, ar jiletennoù neud ne vezont
douget nemet gant ar merc'hed yaouank. Ur wech dimezet, koefoù didoull, gant rikamanoù
bigoudenn, brozhioù boulouz du plaen, setu gwiskamant ar merc'hed deut en oad. Ar merc'hed a ya
d'ur « servij » gwisket-holl gant o « mantele » (6) fichet gant div grogenn arc'hant hag ur chadennig.
Pa vez kanet oferenn ar re varv e kuzhont o fenn e pichourell o mantele. Ar re gozh-i o deus koefoù
izel melen. Ar melen a oa liv a gañv, hag an danvez melen a veze livet evel-se gwechall gant chug
ur wrizhienn a gaved en traezh.

(6) « Mantelet » e galleg moarvat. Maen-bez ar soudarded marv er brezel. (« O anvioù a chomo
skrivet don en hor c'halonou » a lenner warnañ) a ziskouez ur Vigoudenn o pediñ en he sav, he «
mantele » en-dro dezhi.
70
Ur c'henwerzher fin a zo deuet a-benn da leuniañ e yalc'h en ur lakaat e gwerzh ar « pochoù glav »
en un danvez treuzwelus a ziwall ar c'hoefoù ampezet ouzh ar glav. Na dit ket d'ar fiñvskeudenndi e
Penmarc'h avat, ma n'emaoc'h ket er renkennadoù kentañ, ne welot ket kalz a dra !
Evit « en em langachiñ » n'eus ket par d'ar Bigoudenned, « Krank gwak ! » « Fri mourz ! »
(fri lous !) « Beg lor ! » « Gast kouzh ! » ; ha d'en em gannañ avat ! Diskar ar c'hoefoù a daolioù
dorn, pebezh dismegañs ! keit all a lakaer d'o lakaat sonn adarre, taledenn hag all. Ret eo deoc'h
soñjal eo ur pezh afer, bep mintin, gwintañ ar c'hoefoù-se. Ne dan ket da gontañ deoc'h penaos en
em gemerer evit se. Ra vezo a-walc'h lavarout e kemer un ugent munut bennak bemdez, ha muioc'h
zoken.
Ar baotred int, mar dint pesketourien, hag e Sant-Wenole eo an darnvuiañ, a ya gwisket e
lien ruz pe c'hlas, hervez ar c'hiz

Ar Pardonioù

Digoret e vez ar pardonioù gant hini Sant Mark, war hent ar Gelveneg. Pardon ar vugale eo,
ha tud Sant 'Nole ivez a ya, di. Kalz a vugaligoù a weler war o fenn ur boned perlezet e satin
gwenn. Ar merc'hedigoù-i o deus div seizenn ledan o tiskenn dioutañ a-hed o c'hein.
N'ouzon dare perak e weler re gozh o teurel er feunteunioù e-tal ar chapelioù, tammoù
feilhañs bolennoù torret, miret gant evezh evit o liv brav, ac'hano o anv : bravigoù, ha palennet e
vez strad an dour ganto.
E Sant-Per, harp ouzh an tour-tan eus ivez ur pardon evit ar vugale a zo diwezhat da
gerzhout. Lakaet e vez ar re-mañ da ober teir gwech tro ar chapel.
Pesketaerien Sant-Wenole, ha 're ar Gelveneg, ne garont ket, tamm ebet, al labourerien
douar. Ar brasañ dispriz a vagont evito, ha pa zeu unan da Sant-Wenole e vez youc'het war e lerc'h :
Plouk sot o tont d'an aod
Fec'h bouloutenn (7)
Ouzh e dog!

Deiz Pardon Pleur (Ploveur), da sul diwezhañ miz Mae ez eus bet emgannoù bras gwechall etre
paotred ar maezioù ha re an aod, dreist-holl a-zivout ar merc'hed. Ar yaouankiz, an holl zoken, kozh
ha yaouank, a gar an ebatoù. Dañset e vez er vro vigoudenn : gavotenn ha dansoù nevez mod-kêr
mesk-ha-mesk. N'emañ ket ar Bigoudenned war-lerc'h gant ar c'hiz. Sur on e vez dañset ar swing
bremañ er vro, ur swing bigoudenn evel just!

(7) b-voulouzenn.

71

Neb n'en deus ket gwelet biskoazh ur Vigoudenn yaouank kaer ouzh taol e Kafedi Breizh e
Kemper, krann en he gwiskamant breizhat, he c'hoef sonn war he fenn, bliv he sell, liv ruz war he
muzelloù, botoù-ler mistr seulioù uhel en he zreid, brezhoneg flour e-leizh en he genoù, hennezh ne
oar ket pegen faziet eo ma kred e chom ar Bigoudenned merc'hed warlerc'hiet ha groz.
E Sant-Wenole eo dieub-tre ar merc'hed yaouank. Bez' e c'hellont ebatal, mont gant ar
baotred yaouank kement ha ma karont hep na vije soñjet teurel ar bec'h warno. « Ha goude ? » e vo
respontet deoc'h gant souezh, n'eo ket dimezet, yao ? ». Er stumm-se un dommderenn ne vezo ket
tamallet, nemet gant Gallaoued eo ez aje. Setu aze ur vro deoc'h da vont, paotred yaouank va
c'henvroiz. Met ma n'ouzoc'h ket brezhoneg, koulz e vo deoc'h chom er ger, n'ho po ket nemeur a
chañs!

Ar Yezh :

Ha bev eo ar brezhoneg enta er vro vigoudenn? Bev ? Tudoù keizh ! It kentoc'h da c'houlenn
gant Youenn Drezen.
A dra-sur oc'h diheñchet un tammig pa deuit da Benmarc'h, ma n'oc'h ket eus ar vro, padal
eo brezhoneg yac'h eo a glevit. Disheñvelderioù a zo, gwir eo, dreist-holl e-keñver an distagadur :
1) C'H a ya da F e gerioù 'zo :
Fec'h evit : c'hwec'h
Fero - c'hwerv
Fez- c'hwez
Fen - c'hwen
2) AR a ya da ER:
Al loer evit : al loar
Ar foer ar foar
Ma c'hoer - ma c'hoar
Bar 'c'hoern a dalv da lavarout : e-barzh ar c'horn.
Skorn a vez distaget : soern.
3) OA a ya da OE, stumm koshoc'h :
N'on ket boëz evit : n'on ket boaz
On tamm koëd - un tamm koad
Ar gwaëd - Ar gwad
Or groëz - Ur groaz
Ne ket poëzh - N'eo ket poazh
4) S a ya da CH :
Dichul evit : disul
Ol labouch - ul labous
Or mij - ur miz

72
5) UN, EUN a vez distaget dre ar fri :
Al luñn, ar zuñn evit : al lun, ar sizhun.
Leuñn, greuñn, keuñneud evit : leun, greun, keuneud.
6) C'H a vez glebiet dirak e :
Merhied evit : merc'hed
Sehied - sec'hed
« Ro anezhañ dezhañ » a zo : gwez 'neñ deñ.
« N'ac'h eus ket gwelet anezho » a zo : « Teus ket gwel't neu?»
Ar wech kentañ ma klevis : « Ban a bea ? » (abalamour da betra ?) am boa komprenet : « Ur banne
bier ? »
Buan avat e teuer da voazañ ouzh iskisderioù evel ar re-se, ha dav eo lavarout ne vezont ket
stank. Ha mar komzit brezhoneg - nann, mar « pregit » (8) - gwell a se, degemeret e viot brav e pep
lec'h, e-giz un den « eus ar vro ».

Ar vugale ivez n'eus nemet brezhoneg kenetrezo daoust d'o anvioù bihan bezañ iskis a-
wechoù (Xavier, Cyriaque, Marius, Aristide... Blandine, Eglantine...) Kerent 'zo, gwit eo, ha
muioc'h-mui, a gomz galleg ouzh o bugale. Anna, un amezegez e teue ganti evel-hen : « Mon pitit,
tu vas casser ma peigne. Çui-ci va tourner à être une fille ». « Mon pitit il a vu l'antiquaire
(l'urticaire). J'ai donné à lui sa portion ». Pebezh galleg !
Ar vugale avat, daoust da c'halleg saout o c'herent, a zalc'h d'ar brezhoneg. Er vro vinniget-
mañ e teu an trec'h gant ar pep muiañ, hag ar pep muiañ, anat eo, ne ra nemet gant yezh ar vro.
Salv ma vije e-giz-se e pep lec'h e Breizh !

Mammoù a zo c'hoazh a drugarez Doue - hag a ra gant ar brezhoneg. Pa vezer, da skouer, o


cheiñch e roched d'ar c'hrouadurig, e vez kaned dezhañ :
Ui bihan war ar pont
Da Bont-'n-Abad 'rankan mont
Da gerc'hat butun da ma iontr
Ur sae ru, un sae c'hlas
Ma Yannig vihan zo en noazh !

Rimadelloù ivez a vez desket:


Pater noster
Jibidoster
Lamm ma c'hazh dreist an aoter !

(8) Pre'ek = prezek ha neket komz eo a vez lavaret er vro vigoudenn. Da skouer « goût ar mod da
bre'ek brezhoneg ».

73
Bichig mareñv, pelec'h out bet?
'Kerc'hat laezh dous, 'kerc'hat laezh trenk
Kouezhet ur vazh war ma c'hein !
War don : « Frère Jacques » e kaner :
Ma breur Jakez, ma breur Jakez
Kousket out? Kousket out?
Sonit 'ta sonerien, dañsit pilhaouerien
Bim balaoñ
Bim balaoñ.

Ar c'hoarioù : Kér-toullig (ur c'hoari-deñv), patati, lipañ loaioù, trap-koll-ê, hag all... a vez
kaset en-dro e brezhoneg. Setu amañ ar pezh a vez kanet o c'hoari chalanig (« dans la lune »), ha
marteze a-walc'h ez eus ur ster bennak dindan ar c'homzoù-mañ :
Chalanig wenn, war-dro, war-dro
Aet eo ar baotred e-maez ar vro
D'an Havr-Nevez, da Vro-Saoz
N'eo ket ar merc'hed a zo kaoz !

Da lammat gant ar gordenn e kaner kement-mañ :


Mamm-gozhig, tad-kozhig,
Da belec'h 'maoc'h o vont
- D'an iliz, da bediñ,
Deut asamblez ganeomp.

D'ur velc'hwedenn-grogennnek e vez lavaret :


Blêj, blêj, tennit ho kernioù hir e-maez
Ha me roio deoc'h un tamm bar 'mann, un tamm bar' laezh,
Ha ma ne rit ket
C'hwi po ar vazh 'vit mont da glask ho poued !

Ar mammoù a gan (pe gentoc'h an tad !) :


Ma mammig 'zo aet da Gonk
Da werzhañ paneroù
Hi 'zigaso bara dous
Da he bugaligoù!

Bep ar mare e vez lakaet ar c'hrouadur da lammat :


Dañs Yann gant e sac'h lann
Dañs Per gant e sac'h lêr
Dañs Paol gant e sac'h kaol !
74
An Hañv. Ar « Friturioù »
E miz Mezheven ne zeu ket kalz a vugale d'ar skol. Mont a reont holl da zastum « péz ». Piz
bihan, gonezet war zouaroù traezhek ar Palud, a zo unan eus pinvidigezhioù ar vro. Karradoù «
sklochoù péz » a dremen en ho kichen da vont d'ober teil. C'hwez brein a vez ganto. Ar merc'hed-i a
zilenn péz, da lavarout eo e tennont ar greunennoù piz e-maez o sklosoù. Enboestet e vezont neuze,
er « friturioù ». Ganto e vez poazhet tammoù saladenn, da reiñ blaz mat.
Peurliesañ, er « friturioù »-se, eo pesked, ardin ha brizhili - brili bih'n - a vez lakaet e
boestoù. Ar merc'hed a gan en ur zibennañ ar pesked. Siwazh, amañ ivez eo deuet ar c'hiz,
bloavezhioù 'zo, da ganañ nemet galleg. Mat ! ar c'hiz eo, ha peseurt kanaouennoù mod-nevez hon
eus-ni da ginnig ? Ha pedavare e teuy giz ar brezhoneg endro?
Kalz a verc'hed Sant-Wenole a ya diskabell evit mont da labourat « bar' fritur ». Chom a ra
ar gwiskamant ganto avat, hag e c'houzont brav skañvaat anezhañ dre implij danvez skañv ha
stummoù mistroc'h eget re o mammoù pe o mammoù-kozh. War straed al labouradegoù (9), a-hed
an aod, eo brav o gwelout kazel-ha-kazel, a-renkennadoù, dre zek a-wechoù, o vont hag o tont en ur
chigardiñ hag, en ur c'hoarzhin ouzh ar baotred o tremen e-biou.
- Eñ 'ra kin sellet 'neñ ! (Ne ra nemet sellout !)
- Chom da ler't 'ta! (N'eo ket gwir, evelkent !1)
- Yao, yao (eo, eo). Mab Chann Balud 'nig ê. O, ar bouilh bih'n !

Ur « bouilh » a zo ur paotr bravoc'h n'eus ket, hag ur « vouilhez » pe un « dekenn » a zo ur


plac'h kaer evel an heol. Tro gaer d'ar paotr da dostaat, e banerad pesked gantañ war bleg e vrec'h,
da vont d'o diskouez d'ar merc'hed.
- Trapet 'teus pesked ?
- I-a, on tammig.
Ha da ginnig eus e gaoteriad da blac'h e galon.
Ar « gaoteriad », ger brezhonek deuet da vezañ « cotriade » e galleg Breizh-Izel, a zo ar
banerad pesked a vez laosket gant pep hini da gas d'au gêr goude ma vez bet gwerzhet ar «
beskerezh » war ar c'hal. Soubenn lipous a vez graet ganto er gaoter, ur gwir lip-e-bav, ar muiañ a
besked e-barzh ar gwellañ.

(9) « Stal-labour » er vro vigoudenn a dalv : atant. N'em eus klevet ober gant ar ger-se nemet evit un
ti-feurm : Al Loc'h, e-tal
ar Jod.

75
Dañset e vez er vro vigoudenn, a lavaren deoc'h, er pardonioù, en euredoù (bar' frikou), evit
ul leur nevez, evit Gouel « Ripiblik » d'ar bevarzek a viz Gouere, hag all... Deuet e oa biniaouerien
ha bombarderien eus Plozeved war o fenn tokoù c'hwec'h boulouzenn, ur bluenn baun war ar
c'hostez, arouez ar sonerien. Bremañ koulskoude, peurliesañ, dalc'hmat e c'hellfen lavarout zoken,
ne vez klevet nemet an akordeoñs, ar sakso hag ar « piston » gant an daboulin-jazz, a zo muioc'h
diouzh doare an dud yaouank, na petra 'ta! An holl a ya da bardon Pleur (Ploveur). Lavaret e vez e
rank ar merc'hed mont teir gwech diouzh renk d'ar pardon-se a-benn « digochiñ » ur gwaz. Arabat
dezho avat dimeziñ e Chapel ar Joa :
dizeur a dennfent war o dimezi.
An euredoù a bad pell er vro vigoudenn, betek pemzektez a-wechoù. Tud an eured ne vez fin
ebet ganto, dreist-holl ar re yaouank. An adeuredoù evit ar vro vigoudenn a zeu da Sant-Wenole, ar
boaz eo. Kanet e vez kalz a sonioù gallek vil - evel-se emañ ar c'hiz, perak, va Doue, perak ? - met
kanaouennoù brezhonek a vez kanet ivez.

Tantadoù Yann

War-dro dibenn miz Mezheven, e pep karter, e kement kroaz-hent, e weler tantadoù Sant
Yann o flamminañ hag o strakal betek e Gwaien ha Beg ar Raz.
Daou zen anvet Yann eo a beg an tan e-barzh. Ar bernioù e Sant-Wenole a ya bezhin sec'h ha
koad-peñse d'o ober. Tre d'al laez, ouzh krec'h, e vez lakaet war sav ur vazh, pe ur varrikenn pe
c'hoazh ur bolomig plouz : an diaoul eo hennezh.
Ar maouezed kozh a zegas boued d'an tan. Daoulinañ a reont dirazañ ha lavarout pedennoù.
An dud yaouank-i a ra dañs-tro, a lamm dreist an tantad pa n'emañ ket re uhel ken ar flammoù-tan,
hag e lavaront an dra mañ :
Un, daou, tri,
Pevar, pemp, fec'h,
Seizh, eizh, nav,
Or bakol (10) brav !
Betek nav e kont an dud. Goude-se e taolont peb a vaen e-kreiz an tan en ur lavarout : «
Chañs da vont d'ar Baradoz ! » Ma kouezh o maen a-blad, seblant mat eo ! Ma tro ar maen war an
tu gin en ur gouezhañ, fall-tre : ar banner a zo sur da vont en ifern da rostañ. Ret mat eo ansav ne
gred ket an holl en traoù-se mui. Pell ac'hano ! Graet e vez heñvel atav, bep bloaz, war zigarez
c'hoarzhin. N'eus nemet ar re gozh ha ne c'hoarzhont ket.

(10) Bakol (kv. gant : Stang-ar-Bakol, anv-lec'h) pe gwakol, a zo anv kolier ar marc'h.
76
N'int ket nec'het evit degas d'ar gêr ganto tammoù koad devet diouzh an tantad da sachañ
warno ha war o zud ur blanedenn vat.
Ar re gozh, gwir eo, a zo un tammig droch. Ur wech e oa deuet ur c'harr-dre-dan da Sant-Wenole,
unan iskis : manikinoù a oa ennañ, evel en ur stal-dilhad. Ur skeudenn gaer dreist-holl a oa gwisket
en he c'haerañ e giz-kêr da ober embannerezh.
Ur Vigoudenn gozh, ur mousc'hoarzh drant war gorn he muzell a chome a-bann o sellout
ouzh ar paotr e zilhadoù kaer. Pa dremenas un den e-biou.
= Oc'h ober petra maoc'h ahe, tant' Maê ?
- Bastig, emezi en ur farsal, eñ a c'hoerzh dign ha me a c'hoerzh deñ !
E-pad an hañv nebeut a estrenien a chom e Sant-Wenole. Un tremen a reont hepken, an
darnvuiañ anezho. Koulskoude, e Porzh-Karn ez eus ul levdraezh dispar, digor war vae Gwaien. E
neb lec'h ne gavfec'h traezh ken gwenn all, ken tanv all. Setu deuet eta an douristed, « an toulloù-
riñset », a lavar tud ar vro diwar fae. Displegañ a ra ar Bigoudenned o stalioù dantelezh Iwerzhon
war ur c'harrezad danvez ruz. Brudet eo ar stalioù-red-se betek en Naoned, er Sables d'Olonne, e
Pariz, e Biarritz, e Nizza ha me 'oar. Eno e kavot seurt stalioù, div Vigoudenn a-dreñv, biziet-skañv,
prim o lakaat o brechen da vont en-dro ; piko, piko, manegeier, rontoù-taol, a bep seurt traoù brav a
vez fardet.
Paotredigoù ha merc'hedigoù a en em ginnig d'an douristed evel heñcherien « pour dire les
rochers ». Desket mat o deus o c'hentel. Setu-i dirak Roc'h ar Re Veuzet, « La Roche des victimes »,
un anv leun a spouron. Ur groaz houarn, siellet er maen, a ziskouez al lec'h ma voe skubet ar prefed
hag e familh gant un tarzh-mor :
« C'est ici qu'a été noyé le Préfet du Finistère. Il disait qu'il n'avait pas peur des lames de fond. Une
lame de fond arrive... Tombé en bas, cassé sa tête en deux...»
Arabat da zen goulenn tra pe dra, terriñ ar gomz dezho pa zibunont « Ar Reier ». Pe neuze
n'ouzont ket mui ha ret eo dezho dont en-dro d'ar penn kentañ ! An douristed en em laka da
c'hoarzhin ha, p'o devez echu, a ro dezho ur gwenneg bennak.
Merc'hedigoù Sant-Wenole a werzh troioù-brec'h, troioù-gouzoug graet gant bigouled (11)
melen, a vez mil boan ouzh o zoullañ bresk-meurbet ma'z int pa'z eer dezho gant ur boentenn hag ur
morzhol war un tamm planken koad.

(11) bigorn.
77
Div Saozez yaouank a zeuas, da weladenniñ ar vro. Ar wech kentañ e oa dezho dont da
Vreizh, met bet e oant e Bro-Iwerzhon a-raok ha, da bep kammed, skoet gant neuz an tiez, ar
mogerioù izel e mein, ar merc'hed, e talc'hent da lavarout : « Just like Ireland ! »
Dudius eo gwelout merc'hed Sant-Wenole war an aod, diarc'hen, en-dro dezho o c'horfenn
du gant milginou berr ledan, o « c'hotilhon » ruz en-dro d'o dargreiz, fichet un tammig uheloc'h eget
ar vevenn-draoñ gant ur vandennad voulouz du, merc'hed Sant-Wenole, diskabell en avel, gant o
blev plezennet, o plantañ o firc'hier er bernioù bezhin sec'h kras. Ar wazed a zo aze ivez, war an
erin (12), skeudoù fiñvus e mogedenn c'hlas ar bezhin devet, oc'h ober « sout » en toulloù hir
pallennet gant pezhioù mein bras.
D'ar bemzek a viz Eost emañ pardon ar Joa, Hanter-hent etre Sant-Per ha Sant-Wenole. Di e
tered gweladennerien ha pardonerien a-vernioù. Eno e vez gwelet stank ar jiletennoù neud brodet
gant neudennoù seiz melen pe orañjez. Ne vezont douget mui nemet da geñver ar pardonioù pe an
euredoù. Nebeutoc'h-nebeutañ e vez gwelet diouto, e gwirionez : ker-ruz e koustont. Re ar mammoù
hag ar mammoù-kozh avat a ro mat c'hoazh, ha n'eo ket truilhoù eo ez int, m'hel lavar deoc'h, ha
kodakoù an douristed a ya en-dro.
E miz Gwengolo avat, kuit an douristed. Ar vro a zeu da vezañ bigoudenn-rik adarre hag e
Pardon Tro-an-Oan, du-hont e-kreiz ar paludoù, en tu-hont da safar an Dorchenn, en em gav ar
Bigoudenned etrezo, pe c'hoazh e Pont-'n-Abad, ar gêérbenn, da bardon Treminou.

KERLANN
prezegenn displeget e Ker-Vreizh dirak izili e Al Liamm » d'an 31 a viz mae 1947.
(12) an erin a vez graet eus an tuniennoù glas a-hed an aod.

78
Keltia

Strollad broadel Kembre hag ar broadou keltiek hag arall

Brasoc'h araokadur eget biskoazh a zo bet kaset da benn hevlene e-sigur bevañ ar
c'henemgomprenerezh hag ar c'henlabourerezh etre ar broioù keltiek.
Gant Alba ha dreist-pep Strollad Broadel Alba eo bet kenlabouret a-zevri a dost. Un
dileuriadeg, enni an Ao. Arzhur Donaldson hag ar Dimezell Thomson, ar c'hentañ unan eus tud
pouezikañ Strollad Alba hag an divet pennreizhourez ar strollad, a zeuas da skol-hañv ar Blaid en
Abergavenni warlene. Klask en em glevout gant Strollad Alba war meur a dra a zo bet graet, en o
zouez : ar bruderezh enep an enrolladur soudardel, an diskleriadur dieubiñ ar broadoù, an harp da
Vreizh, h. a. Spletus e pep keñver eo bet evit an daou strollad ar c'henlabourerezh hag an eskemm-
menozioù-se.

IWERZHON

An Ao. Gwinvor Evans, rener Plaid Cymru, hag an Ao. J.-E. Jones, sekretour ar Blaid, a reas
ur weladenn da Eire warlene. E-kerz ar weladenn-se e tivizjont gant An Ao. de Valera hag
Iwerzhoniz pouezik arall petra a vije ar gwellañ d'ober a-benn tostaat an div vro stokoc'h an eil ouzh
eben evit o c'henemsplet.
Da heul an divizoù-mañ, e savas kenzivizadurioù etre melestradurezhioù an deskadurezh en
Iwerzhon ha Kembre diwar-benn an doareoù da gelenn er skolioù dre ar gouezeleg hag ar
c'hembraeg. Emsavioù Yaouankiz an div vro o deus ivez bet darempredoù. Savet ez eus bet interest
e kelaouennoù Iwerzhon a-zivout goulennoù dieubiezh Kembre : ur gelaouenn, « the Irish Press »
eus Dulenn, a gasas un dileuriad a-ratozh evit danevelliñ lidoù digeriñ Sezva nevez ar Blaid e
Kerdiz en nevez-hañv hevlene. Meur a gelaouenn a embannas pennadoù war Gembre, dres evel ma
voe ivez pennadoù war Iwerzhon er « Ddraig Goch », er « Welsh Nationalist », « Y Faner » hag « Y
Cymro ». Eistezvod Vroadel Kembre a gasas kannaded da Oireac'htas Iwerzhon, ha kannaded a
Iwerzhon (kanerien ha telennerien) a voe lodek e Eistezvod Kembre ha sonadegoù arall dalc'het e
deroù 1947.
79

UR C'HENDALC'H HAG UR GELAOUENN ETREKELTIEK

Ur gelaouenn viziek evit ar pobloù keltiek a zo bet savet en Iwerzhon ; , an niverenn gentañ
a zeuas er-maez e miz Gouere 1947 gant an talbenn « An Aimsir Cheltiach ». An Ao. W. R. P.
George, Krikiezh, a bledo ganti evit Kembre. Ar gelaouenn-mañ, hag a c'hello seveniñ kalz evit
mad hag araokadur ar gengeltiegezh dre zanevelliñ pep striv, a zellez ur werzh ec'hon e Kembre.
E miz Gouere 1947 ec'h advevas ar C'hendalc'h Keltiek e Dulenn. Talvoudus eo dre ma
c'hall ennañ renerien an emsavioù broadel, ken sevenadurel ha politikel, diazezañ darempredoù
kenetrezo. Dileuridi stank a Gembre a voe eno, en o fenn an Ao. Gwinvor Evans, a zo ivez
sekretour ar C'hendalc'h Keltiek evit Kembre. Ar prezegenner evit Kembre a voe an Ao. Saunders
Lewis. Sur omp e vo eus adsavidigezh ar C'hendalc'h Keltiek un diazez start evit dibrennañ an
amzer da zont d'an etrekeltiegezh.

BREIZH

A bep abeg a zo da vout laouen eus al levezon eo bet gouest Strollad Kembre da gaout war
an darvoudoù e sell difenn Breizh. E poellgor ar strollad en Abergavenni warlene an hañv e voe
displeget gant an Ao. Dewi Powell ar politikerezh-gwaskañ renet gant Bro-C'hall e Breizh. Ur
c'homite Breizh-Kembre a voe diazezet gant an Ao. Dewi Powell da sekretour. Poellgor ar Blaid a
ziskleriaduras en ur skrid-mennad kaset d'ar gouarnamant gall e oa un nec'hañs veur gwelout emañ
emzoug Bro-C'hall e Breizh « peurenep-krenn da sturiennoù diazez an demokratelezh ». Ouzhpenn
e c'houlenned ouzh Bro-C'hall didamall bac'hidi bolitikel Breizh ha lezel o gwirioù gant yezh ha
sevenadur Breizh. Ar mennadskrid-mañ a dennas kalz evezh Bro-C'hall.
Embannet e voe gant ar Blaid ul levrig 84 fajenn, « Breton Nationalism » a gont istor emsav
broadel Breizh aba e zeroù, hag a zezrevell dre ar munut an darvoudoù nevez-c'hoarvezet ha strivoù
ar C'hallaoued da vac'h emsav Breizh. Diskrap a zo bet war al levrig diouzhtu ha kantadoù anezho a
voe kaset da bep korn eus ar bed. A-se ne voe ket dister an harp a zegas al levrig-se da stourm hor
c'hendirvi vreizhat.

80
STROLLAD BROADEL KEMBRE 81
E-keit-se eo bet lañset gant ar C'homite Breizh-Kembre ur c'hef evit harpañ tud 'zo e Breizh,
Bro-C'hall hag e lec'h arall, a zo dindan dec'h ha barn, ha da aesaat d'ar poanioù diwasket gant o
ziegezhioù. E-tro kant lur sterling a zo bet rannet endeo.
Gant an hevelep Komite eo bet embannet aba zeroù ar bloaz hag ez viziek 400 a lizhiri-
kelaouiñ a gaser da gelaouennoù e pep rann eus ar bed. E giz-se e tegaser ez reizhek d'ar bed a-bezh
ur c'helaouadur resis war ar jahinerezh e Breizh.
Ur c'houlennadeg, sinet gant ugent eus tud pennañ Kembre (eskeb, kelennerien Skol-Veur,
kannaded) oc'h arc'hañ didamall an holl vrogarourien vreizhat barnet dre arbenn d'o obererezh
brogar, a voe meret gant ar Blaid, hag a zegemeras digor ledan e kelaouennoù Kembre ha Breizh-
Veur, tra ma nec'he bras ar C'hallaoued. E oar a-zevri o kas war raok ar c'houlennadeg.
Ur c'henboellgor eus « Unded Kembre a Vezo » hag an « Eistezvod Vroadel », a zo bet savet
ivez evit paeroniañ kudenn Vreizh.
Diwarlerc'h bruderezh Plaid Kembre, ha dre arbenn da nec'hañs ar C'hallaoued d'e heul, e
pedas ar Gouarnamant Gall un dileuriadeg eus Poellgor an Eistezvod Vroadel da zont da
weladenniñ Breizh. An dileuridi, anezho Professor Morgan Watkin, Parch. Dyfnallt Owen, an Ao.
D. R. Hugues, an Drouiz Cynan, an Ao. Emyr Williams, ar Chaloni Maoris Jones ha Professor W. J.
Gruffydd (kannad), a yeas tramor e miz Mae 1947. En desped da strivoù an ofisialidi c'hall en o
c'hiriegezh renkañ ar veaj e-sell interestoù ar Gouarnamant Gall evit ma ne vije nemet nebeut a
zarempredoù gant ar Vrezhoned kar-o-bro, en desped da weladennoù trumm-badaouus a lec'h da
lec'h ha disehan, en desped d'ar veaj bezañ bet renket e doare ma ne gejfent nemet gant ofisialidi
peuz holl enep-breizhek, en desped da gement-se e tizhas an dileuridi en em gavout gant
brogarourien ha gouzout meur a fed gwir diwar-benn ar mac'herezh e Breizh. O danevell-skrid,
embannet e peder yezh, a anata adarre diseeunded euzhik ar Gouarnamant Gall e-keñver hor
c'hendirvi a Vreizh. An abadenn sikour-mañ, renet gant Kembreiz, ne c'hell nemet teurel frouezh
efedus.

D'AR BROADOU DIEUB

Da zeiz Gouel Devi 1947 ur Gourc'heloù a voe kaset gant Plaid Kembre da bemzek bro
zieub, o tennañ o evezh war stad arvarus broad Kembre, hag o tiskleriañ ez eo « an dieubiezh evit
pep bro » an diviz nemetañ evit ar frankiz etrevroadel, an eeunder hag ar peoc'h. An diskleriadur-
mañ sinet gant rener ha sekretour ar strollad a voe degemeret gant Kanada, Iwerzhon, Afrika ar
C'hreisteiz, Aostralia, Nevez-Zeland, Indez, Norvegia, Danmark, Suomi, Sveden, Nederland,
Belgia, Luksemboug, Helvetia hag Island.
81
Dre ouestlañ Skol-Hañv 1947 d'an danvez studi « Ar Broadoù Bihan », ha degemer enni
dileuridi a reoù 'zo eus ar broadoù-se, e talc'h Strollad Kembre da skoazellañ an etrevroadelezh pezh
a c'hall.
Peursevenidigezh ar gefridi-mañ ne vo ket avat evit bezañ kaset da benn kent da Gembre
bout dieub hag emren. Dieubomp Kembre.

Troet diwar pajennoù 14, 15, 16, ha 17 an « an Arnodskrid danevell bloaz » kinniget da
boellgor ar strollad e Dinbic'h, Eost 1947.

82
NOTENNOU

Kelgh keltek
dindan gwarez « The Friends of Brittany » (1)
Sekretourva « Kelgh Keltek » :
Miss Margaret NORRIS (Brosyores)
Trevend Cottage, Ivy Chimney,
Scorrier, REDRUTH, Cornwall.
(Kement bodad a vo dezhañ ur sekretour-bodad.)
1. An izili e bodadoù enno seizh den d'ar muiañ a genkrivo ;
2. Ul lizher, pe notennoù, pe ur pennad-skrid a vezo kaset e derou pep miz da izili ar bodad tro-dro,
deoc'h da gas d'an den a zeu e anv diouzhtu dindan hoc'h hini war ar roll;
3. En doare-se, abred e derou pep miz e tegemerot ul lizher a ranko bezañ respontet er mizvezh-se ;
4. Skrivet e ranko bezañ al lizhiri en ur yezh keltiek bennak. Gellet e vo ober gant ar galleg pe ar
saozneg evit displegañ traoù 'zo, pe c'hoazh pa ne vo ket an hevelep yezh keltiek gant an daou
genskriver. Danvez keltiek a ranko bezañ war al lizher ;
5. Un ezel, divarrek diwar abeg pe abeg da gas lizher ar miz, a gaso keloù kerkent-all d'ar sekretour-
bodad ;
6. Evit kregiñ e ranko al lizheroù displegañ un destenn geltiek tost ouzh kalon ar c'henskriver (istor,
yezh, lec'hanvadurezh, sentvuhezoniezh, gwerinoniezh... hag all) ;
7. Goulennet e vez ouzh an izili gouiziek war ur yezh keltiek bennak divankañ al lizheroù kaset
dezho er yezh-se. Anaoudek e vezo ar re krog d'he deskiñ ;
8. Ur skodenn vloaz (1 chilling hanter), da vezañ paeet d'ar sekretour-bodad, a vez goulennet evit
paeañ an timbroù ha mizoù all ar bodad.
Breizhiz emezelet da gas o skodenn d'an Aotrou
André LE MERCIER
Rue de Lanvignec, Paimpol (Côtes-du-Nord) Breizh.

Hor pal eo broudañ da vat d'ar studioù keltiek ha lakaat tud ar pobloù keltiek da gaout
darempredoù kenetrezo, deskiñ dezho en em garout.
A vare da vare e vo adstrollet ar bodadoù kenskriverien evit lakaat a-gevret an dud a gemer
dudi en hevelep traoù. Al lizhiri o plediñ gant an traoù-se a c'hello neuze bezañ skrivet er yezh an
aesañ d'ar c'henskriver ober ganti hag an aesañ da intent d'an hini o degemero.

(1) Sekretourez « The Friends of Brittany » (Mignoned Vreizh) : Mrs Ashley Rowe, Mount Hawke,
TRURO, Cornwall.

83
KENSKRIVERIEN TRA-MOR. An dud yaouank (studierien dreist-holl) a fell dezho eskemm
lizhiri gant Skosiz yaouank a zo pedet da skrivañ da : E. Tymen, 30, rue de la Résistance, Quincy-
sous-Sénart (S.-et-O.).

BRO-SKOS. - Un advouezhiadeg a zo bet graet e Camlachie (kontelezh C'hlasc'ho) e dibenn miz


Genver. An Ao R. B. Wilkie, danvez-kannad broadelour distrollad en deus bet 1320 mouezh.

AN DILENNADEG EN IWERZHON. - E-barzh ar gelaouenn « Irish Times », e kavomp roll ar


c'hadorioù gonezet gant ar strolladoù politikel :

goude an dilennadeg a-raok an dilennadeg

Fianna Fail 66 76

Fine Gael 29 27

Labour 14 8

Clann na Poblachta 10 2

Clann na Talmhan 7 11

Independents 8 10

Farmers 4 0

National Labour 4 4

Setu ivez ar rolloù evit dilennadeg ar bloavezhioù araok :

1937 1938 1943 1944

Fianna Fail 69 77 67 76

Fine Gail 48 45 32 30

Labour 13 9 17 12

Clann na Talmhan 10 11

Independents 8 7 12 9

KEMBRE-IWERZHON. - Emeur o paouez krouiñ e Kaerdiz ur strollad iwerzhonat a-enep


rannidigezh Iwerzhon. An Ao. John Fogarty a zo ar rener.
TALBENN BROADEL. - E-doug ur vodadenn eus Poellgor Labour Strollad Kembre, dalc'het en
Aberystwyth d'an 2 a viz Genver, ez eo bet divizet pediñ ar strolladoù all, da lavarout eo ar
Gomunisted, ar Sosialisted, ar Frankizourien hag ar Virourien, da gas pep a c'hwec'h kannad d'en
em gavout gant c'hwec'h ezel eus Plaid Cymru « da aozañ kenlabour ar pemp strollad a-benn gonit
da Gembre he frankiz sevenadurel, ijinerezhel hag arboellerezhel ». Pendervennet e voe ivez, e-
doug ar vodadenn, kinnig danvezioù kuzulierien ha kannaded d'ar mouezhiadegoù a zeu, ha dastum
20.600 Lur evit ober abostolerezh.

BUHEZ AR SEVENADUR. - 168 Eistezvod a zo bet lidet e Kembre e 1946, ma varner diouzh an
embannoù lakaet war ar gelaouenn Y Cymro.
E 1947 ez eus bet 270 Eistezvod ha 224 bodadeg-kanañ, h. a.

EISTEZVOD 1947. - Eistezvod Vae Colwyn a zo bet unan eus ar re vrasañ dalc'het biskoazh. Savet
eo an dispignoù da 21.179 Lur saoz ; 29.551 Lur a zo deut e-barzh ar chef hag ez eo chomet 8.332
Lur gonid. Hervez ar boas ez eo bet roet an hanter eus an arc'hant gonezet da Guzul an Eistezvod, a-
benn prientiñ gouel 1948; ingalet eo bet an hanter all etre ensavadurioù kembreat evel an Urdd,
Undele Cymru Fydd, Mirdi Gwerin Sain Fagan, h. a. Un dra a-bouez : 1.000 Lur a zo bet gouestlet
da lakaat sevel ur skol hollgembraek e Bae Colwyn.
84
EISTEZVOD 1949. - Eistezvod 1949 a vo lidet e Dolgellau. Emañ ar poellgor-aozañ o paouez
kregiñ gant e labour a-benn bremañ. Gant Kembreiz Hong-Kong e vezo kinniget ar Gador d'ar
Barzh gwellañ, ha gant Kembreiz Virginia e vezo kinniget ar Gurunenn.
En tu hont da 1.500 Lur a zo bet dastumet endeo da baeañ mizoù kentañ ar gouel. Krediñ a reer e
vezo dalc'het gouel 1950 en Aberystwyth, e-lec'h ma 'z eus bet savet a-benn bremañ meur a guzul
labour.

SKOAZELL AR RE ZIVROET. - Un donezon 825 Lur a zo bet graet da Eistezvod Kembre gant
ur strollad eus Cleveland, Ohio, S.U.A.

EVIT KEMBRE. - Emañ Syr Ifan o paouez dilezel e garg e Skol-Veur Aberystwyth evit reiñ e holl
amzer da labour an Urdd.

PARADOZ. - Ur saoz a oa bet anvet e miz C'hwevrer diwezhañ, da evezhier kreizenn yaouankiz
Llandudno. Nac'het eo bet e zegemer gant Kuzul-Deskadurezh Kêrnarvon dre na ouie ket
kembraeg.

EVIT AR VRO HAG AN NESAÑ. - Emeur o sevel e Kembre kêriadennoù evit an dud bet klañv o
skevent : eno e kavint bod, hag ivez labour diouzh o nerzh da c'honit o bara pemdeziek. An hini
vrasañ eus ar c'hêriadennoù-se emeur o sevel e Sulby, e-kichen Kêrdiz.

POBLAÑS. - Etre Mezheven 1946 ha Mezheven 1947 eo savet poblañs Kembre eus 2.488.800 da
2.513.300.
GLAOU. - E 1938 e oa bet tennet eus mengleuzioù kreisteiz Kembre 5.539.000 tonellad glaou ; e
1947 n'eus bet tennet nemet 2.963.000. E 1938 e oa 26.100 mengleuzier, e 1947, 19.500.

DILABOUR. - Da fin miz C'hwevrer e oa 41.263 den dilabour e Kembre.

KAMPOU SOUDARDED SAOZ E KEMBRE. - Emañ ar gouarnamant saoz o kemer un darn


brasoc'h-brasañ eus douaroù Kembre d'o zreiñ da gampoù soudarded. Ar pal evit bremañ a zo
stlepel Kembreiz er-maez eus 2,2 % eus douar o bro. Eneberezh kreñv a sav e Kembre a-bezh,
bleniet ar Strollad Broadel, ar Gannaded hag ar C'huzulioù-parrezioù ha kontelezhioù.

Kembraegerien Gerdiz o deus nevez-savet ur gelaouenn viziek anvet Y Gaer, skrivet e kembraeg
penn-da-benn.

Tost da 12.000 Inr saoz a zo bet dastumet bremañ er gest graet da geñver 25vet deiz-ha-bloaz an
Urdd.

DIVROADEG. - Abaoe diwezh ar brezel, ez eus bet en tu-hont da 250.000 Breizhveuriad o


tivroañ, daoust da gement skoilh a lakaer war o hent. An tri c'hard anezho a oa dindan 35 bloaz. Ur
milion all a-bend-all o deus lakaet ur goulenn : 800.000 evit mont d'ar C'hanada pe da Aostralia ha
100.000 evit mont da Su-Afrika.

KEZEG. - Bez' ez eus bremañ 583.000 marc'h e Breizh-Veur, 51.000 nebeutoc'h eget er bloaz
tremenet.

85

An Inizi Faroe

En amzer-vremañ, ma 'z eus kement a vroioù bihan dalc'het er sujidigezh gant


impalaerezhioù leun a fae war ar gwir hag ar reizh, ez eo ur blijadur gwelout emzalc'h ur vro vihan
evel Bro-Danmark, a zo o paouez reiñ e frankiz d'ur c'hornig douar bet betek bremañ en he dalc'h.
Triwec'h enezenn a zo e strollad ar Faroe, en hanternoz da vro-Alba, hanter-hent etre Bro-
Norge hag Enez ar Skorn (Island). Annezet int gant 26.000 a dud, 3.200 anezho o vevañ e
Thorshavn, ar gêrbenn, en enezenn Stromo. Piaouet e voent da gentañ gant ar Gelted ; en navet
kantved avat e teuas tud Lec'hlenn d'o aloubiñ ha betek 1814 e chomjont e dalc'h Bro-Norge.
Eneziz, a ra diouto o-unan Norron a gendalc'h da gomz ur rannyezh lec'hlennek na zeu nag
eus Norge, nag eus Danmark. Abaoe kantvedoù emañ bev en Norron an emskiant vroadel ha goude
Feurioù Peoc'h 1814 e teuas an emskiant-se da vezañ gwir vroadelouriezh, pa voe roet an Inizi da
Vro-Danmark.
Ne voe ket laouen-tre an Norron da vezañ ur « rannvro » danat hag e 1852 e voe grataet
dezho gant Roue an Danmark ar gwir da envel Breujoù Rannvroel - Landstung - ha da c'houde e
c'hellas ar Breujoù-se kinnig danvez-lezennoù evit mad an Inizi.
Un nebeut bloavezhioù diwezhatoc'h e c'honezas Eneziz o frankiz arboellerezhel da drec'hiñ
galloud ar varc'hadourien vras danat en o bro. Hag en diwezh e voe ganet ar vroadelouriezh en he
stumm nevesañ ha kreñvañ.
Koulz ha war an dachenn arboellerezhel, e voe stourm war an dachenn sevenadurel.
Daoust d'an uhelidi lakaat kenteliañ an daneg hepken er skolioù, ne zeujont ket a-benn da
zistrujañ yezh kozh ar vro.
E 1890 e voe savet gant Jeanes Paturson an « Emsav Brogar ». Ha nebeut goude e voe
aotreet deskiñ yezh eneziz er skolioù, daoust ma voe kendalc'het da genteliañ yezh an Danmark.
E 1906 e voe krouet ur Strollad Broadel a oa e bal gonit he frankiz d'an enezeg.
E 1940 e tiskennas an arme saoz er vro, ha da heul e kreñvaas an emskiant vroadel en
eneziz, gant ma oa torret-naet kement darempred gant Bro-Danmark.
Dont a reas yezh ar Faroe da vezañ yezh a-berzh-stad an inizi hag e 1945 e kavas da
c'houarnamant Bro-Danmark e oa ret plediñ gant kudenn an inizi. Graet e voe ur vouezhiadeg vras e
diwezh 1946, ha 5.633 den a c'houlennas ar frankiz, tra ma venne 5558 chom stag ouzh Bro-
Danmark. Ha da heul e voe embannet dieubidigezh ar vro.
Ha setu a lavaras Penn-Ministr Bro-Danmark e Breujoù Kjoebenhavn : « Daoust m' omp
mantret-bras gant disoc'hoù ar vouezhiadeg, ne fell ket deomp mont a-enep da frankiz an inizi, ha
ne glaskimp ket mont biken en hec'h enep ».
Salv ma c'hellfe broioù bras a zo, kaout kemend-all a zoujañs ouzh ar pobloù a zo dindan o
yev, ha mont da gemer kentelioù gant Daniz.
Diwar Y Ddraig Goch, hervez kembraeg Ivan JONES.

SKOUER ESTONIZ. - Ouzhpenn 100.000 Estoniad a zo deut a-benn da dec'hout eus o bro goude
m'eo bet aloubet gant ar Rusianed. 25.000 anezho a vev e Sveden, ha ganto ez eus
kelc'hgelaouennoù a bep seurt ha teir c'helaouenn, unan anezho pemdeziek. Abaoe 1944 ez eus bet
embannet 11 romant, 3 dastumadenn danevelloù, 9 barzhaz, eñvorennoù, levrioù-skol ha levrioù
evit ar vugale. Tri c'hant mil skouerenn eus al levrioù-se a zo bet gwerzhet.
86
E BRO EUSKADI. E Biarritz e vez toet bremañ en holl skolioù, e-pad an eurioù skol, kentelioù
diwar-benn an dansoù euskarat gant kelennerien ar gevredigezh Oldarre. En tu-hont da 500 bugel o
deus lakaet o anv. Ar gevredigezh a ra ivez kentelioù nann-ofisiel diwarbenn an dans, ar yezh, h. a.
e meur a gêriadenn.

EN ITALIA. - E derou miz C'hwevrer ez eo bet savet e Cagliari, ur strollad evit goulenn frankiz
enezenn Sardinia. Nebeut a-raok e oa bet grataet hec'h emrenerezh da Sikilia gant Breujoù Roma.
Muioc'h-mui e kemer Bro Italia stumm ur vro gevredadel.

KELOU SOUEZUS... GANT DALE. - Eus Bro-Sveden da Vreizh. War niverenn Vent d'Ouest ar 4
a viz Genver 1947, ur pennad e galleg a roe da c'houzout e oa bet diskaret e Plehedel, gant an Ao.
Erwan ar Moulig, ul labous souezhus a-walc'h a oa ouzh e bav ur walenn skrivet warni : Réturni
Reks-museum Stockholm, TA 6047.
Unan eus hor mignoned en deus kaset ar c'helou da Stockholm dre hantererezh rener ar gelaouenn
esperantek nederlandat Heroldo de Esperanto ha bet en deus nevez 'zo digant renerien an
Naturhistoriska Riksmuseum an diskleriadurioù-mañ :
« En ur drugarekaat ac'hanoc'h diwar-benn keloù lazh hol labous gwalennet T. 6647, hon eus
degemeret dre an Eldona Societa Esperanto e Stockholm, hon eus plijadur o reiñ da c'houzout
deoc'h e oa al labous-se ur barged boutin (buteo buteo), bet gwalennet en e neizh d'an 3 a viz
Gouere 1946 e Grythyttan, e-tro 61 km. e gwalarn Orebro, er rannvro Värmland.
An evned a vez gwalennet evit ma ouezor da belec'h ha da be vare e tivroont.
Ho pediñ a romp... »

MERDEADUREZH. - Setu niver an tonelladoù listri savet e 1947 : Breizh-Veur 1.202.024 (393
lestr); Sveden, 222.598 (52 lestr); Stadoù-Unanet, 164.848 (70 lestr) ; Kanada, 103.987 (51 lestr) ;
Bro-C'hall, 91.911 (36 lestr) ; Holland, 87.801 (65 lestr) ; Italia, 62.647 (45 lestr) ; Danmark, 60.695
; Norge, 36.850.

UR SKOUER EVIT AR VREZHONEGERIEN. - Komzet hon eus en hon niverenn diwezhañ


diwar-benn Ben Yehuda, en deus lakaet ar Yuzevien da zistreiñ d'an hebreeg. Unan eus brasañ
straedoù Jerusalem a zo bet roet e anv dezhi. Brudet ha doujet meurbet eo bremañ Ben Yehuda e-
touez Yuzevien ar bed holl. Ha koulskoude ur bern skoilhoù spontus, ur c'halz a enebourien douer
en deus kavet war e hent. Un den aheurtet anezhañ, a drugarez Doue :
Un den a gemennas d'e wreg Deborah, ne rannfe bremañ nemet hebreeg dezhi. Ha hi o c'houzout un
toulladig gerioù hepken! Met ar gwaz a zalc'has d'e c'her. Ha komz a reas Deborah yezh kozh he
Zadoù... ha genel a reas bugale ha bugale a voe komzet dezho hebreeg hepmuiken...
Kunujennet e voent, darc'haouet mein ha loustonioù outo... Labezet e voe arched ar paour kaezh
Debora... Eskumunuget e voe Ben Yehuda ; taolet er-maez eus ar sinagogenn... Ne blegas ket. Ha
bremañ pep yuzev a gomz hebreeg e Bro Balestina a-bezh. Trec'het o deus ar nerzh kalon, an
dalc'husted, ar feiz. Pebezh skouer evidomp-ni, Brogarourien !

87
DISTAGADUR AR BREZHONEG. - Diouzh ul lizher skrivet deomp gant ur mignon e tennomp
kement-mañ da heul :
« Lennet em eus gant plijadur niverenn diwezhañ AL LIAMM. Ur gelaouenn vat eo a ray he
zammig hent, seul well pa vo kevredet gant TIR NA N-OG. Lizher R. H. dreist-holl en deus plijet
din. Emaon oc'h ehan lenn e levr gallek, Ar yezh vrezhonek, ar stourm eviti, a zo un tamm mat
gwelloc'h eget levr Guiyesse a oa bet endeo en e amzer ar pep gwellañ a c'helled kaout da neuze.
Un dra avat, a gav din, a vije R. H. un tammig herr ouzh e varn eo kudenn an distagadur. Lavarout a
rae en e yezhadur ez eo heñvel distagadur ar Brezhoneg ouzh hini ar Galleg (war-bouez un disterañ)
: hen adlavarout a ra amañ, ar pezh a laka'n dud da grediñ n'eus ket da zeskiñ tra evit distagañ ar
Brezhoneg. E gwirionez, e tro distagadur ar Brezhoneg lennegel komzet da vezañ laosk-tre, e-
keñver ar c'hensonennoù, dres evel e Galleg. Ouzhpenn-se e vez roet d'ar vogalennoù livioù ar
vogalennoù gallek. Ret e vije eta, va soñj n'eo ken, derc'hel da nebeutañ d'an distagadur poblek-
rik, o reiñ d'ar gerioù o stummoù lennegel ledan : ken e Kernev hag e Leon, e Gwened, Gwelo ha
Treger e c'heller dastum danvez un distagadur peurunvan. War betore lezennoù harpañ an dilenn ?
Setu an dalc'h. Ma, perak ne vije ket graet hervez ar c'hriteria implijet evit dilenn gerioù pe
troiennoù : dibab ar pep pellañ diouzh, ar pep estrañ eget, ar pep kontrolañ ouzh, ar Galleg. Seul
fentusoc'h e vije ma ouezfe paotred ar yezh lennek petra 'rafent. Ar vrogarourien gentañ 'zo bet e
Breizh goude ar brezel all a oa dres evel-se. Bevet o doa atav e darempred Gallaoued ha diaes e vije
bet dezho ijinañ ur Vreizh na vije ket bet Gall, ma n'o dije ket klasket e pep Breizhad, e pep tra
Breizhek, en Hanes, er Yezh, er Vro hec'h-unan ar pep dic'hallañ, koulz lavaret. Ret eo ober neuz da
chom hep c'hoarzhin, mougañ e fent. Sed aze a voe evit an tu politikel. Evit ar yezh ivez eo bet
heñvel : dibab er yezh komzet ar pep gwellañ, da lavarout eo ar pep disheñvelañ diouzh yezh
Trakoueznoniz, ha pa ne gaver ket, pigosat bruzhunoù ar C'hrennvrezhoneg pe mont da bismigañ ar
C'hembraeg pe ar C'herneveg. Lorc'h a vez er Brezhonegour pa c'hell lakaat da glotañ un dro-lavar
brezhonek gant un dro-lavar heñvel e Saozneg pe... yezh pe yezh.... estreget en Trakoueznoneg.
Kudenn an distagadur avat a zo bet lezet a-gostez ! Ur mank keuziadus eo avat rak ur yezh, ma talv
da lenn ha-da skrivañ, a dalv ivez da glevout ha da gomz. Ha komzet e vez muioc'h eget skrivet.
Un dra na welis morse e levr ebet ha na glevis gant den eo : hag eñ ez eus ur yezh a ve enni
meur a c'her evit lenn, unan evit lenn a vouezh uhel hag unan all evit lenn a vouezh izel, pe
gentoc'h lenn gant ar genou ha lenn gant an daoulagad. Rak lenn a c'heller a vouezh izel (1) gant
an daoulagad hepken, pe (2) o fiñval diweuz ha teod pe (3) o klevout ar sonioù en e benn. Pevar
doare da lenn e vefe eta. Evel ma'z eus pevar doare da skrivañ. Ha c'hoazh din eo diaes skrivañ gant
an daoulagad hag an dorn hepken (ne c'hoarvez koulz lavaret morse). An dra-mañ a zo evit klask
diskouez dit e kav din e chom ur ger koulz lavaret atav ur phonem. Al lenn dre wel hag ar skrivañ
dre wel ne vefent marteze nemet un dra a-vremañ. Carlisle, hag a lennas 30.000 levrenn lenndi Din-
Edin, pe levraoueg Kêr Aleksandria gozh enni miliadoù levrioù, a zo ur brouenn a-du gant ar gwel-
lenn. Forzh penaos, niver ar gwel-lennerien a zle bout bet atav dister
88
Ur bugel a zesk komz a-raok lenn hag ar gerioù dizistag a zesko goude er skol a chomo
dizistag evitañ hag ivez amster e-keñver e ene, e voud, e anien. Kouna war ar poent-se ar pezh a
skriv Oho Jespersen, ha skouer ar ger gaseous klevet gant 5 pe 7 distagadur disheñvel en ur
vodadeg skiantourien. Poan a ra din soñjal ez eus e Brezhoneg e-leizh a c'herioù evel ar gaseous
saoznek, ha na oar ket dibab ar vrogarourien o distagañ, pe o distag evel ar galleg. Soñj nag a dud a
lavar Roparz Hemoñ (ar friadur ñ e-lec'h n kensonenn, an daou bouez-mouezh war ar sill
diwezhañ), Gwalarn.
Adlavarout a ran eta e kav din e c'hellfed, da nebeutañ derc'hel da zistagadur poblek ar
rannyezhoù komzet (o tilezel taoleadoù re anat enno levezon ar galleg, Suz ha Reter Gwened,
Douarnenez hag ar c'hêrioù dre vras). Se a zo an nebeutañ a c'heller ober. Dalc'het e vije ivez evel
just da zistagañ ledan, klok evel ma vez skrivet, hep dilezel son skrivet ebet. Gwenediz a zistagfe zh
evel h gwenedek diwar O kozh (a-ziforc'h diouzh h all), où evel ow, pe ôw, ma kartent, gant ma
vefe distaget pep tra ledan a-hend-all. Kerneviz ha Tregeriz a ziwallfe diouzh steuziadoù ar silloù
didon. Gwelout a rez emichañs, petra 'fell din da lavarout. Met se ne vefe nemet an nebeutañ.
Forzh penaos n'eo ket peurunvaniñ an distagadur e vefe c'hoazh, ha marteze e vezo ret ivez ijinañ a-
benn peurunvaniñ, hag evit-se dont en-dro a-wechoù war ar pezh a zo bet hogos peurgemmet er
yezh diwar levezon ar galleg. An dibenn añs a zo un euzhadenn gallek-heñvel, daoust ma tistager
ivez ns evel ñs en Izelvroeg (rannyezh Suz-Afrika). Klevet em eus brezhonegerien dizesk o
lavarout prins e-lec'h priñs pe welloc'h ha souezhusoc'h puns e-lec'h puñs. Ar son añs-se a zo
ennañ ur flaeriañs c'hallek a ra mezh din a-wechoù. Ar r ivez distaget evel e galleg, da lavarout eo
heñvel a-walc'h eus h pe (gamma) ar soniadourien (da lavarout eo kemmadur c'hwezhet (?) pe vlot
g, evel e gourimenn emaon o vont da C'HouRimenniñ al liñsermañ ; amañ e tistager hogos
heñvel ar c'h hag as r. An distagañ heñvel c'h (x), c'h (gamma) ha h (h) a zo un dra vezhus, koulz
all : n'eus ket anezho e Galleg, neuze e vezont distaget fall. En ur c'hen-distagadur e c'hellfed
tremen hep (gamma) ha distagañ ar c'h diwar g evel h : ar c'harr (ar xa : r), ar c'har (ar har). H
a vefe da vezañ distaget pa'z eus unan e gwirionez : ne vefe mut nemet en ho, ha (g), hon, h. a. Ur
gwir h e vefe e hiziv, hanter, h. a.
Arabat dit krediñ ez eo dre drivliadach ouzh eiladrannyezh va c'hornig-bro du-mañ e lavaran
an dra-se. Ma'z eus trivliaderezh a'm ferzh, ha diouer bras a fent, ez eo va digarantez-krenn ouzh ar
Galleg ; ha va c'hoant pellaat ar Brezhoneg larkañ ma c'hellfen dioutañ a zo kaoz. A-hend-all, hep
trivli ha siwazh difent ne sevener netra, anez e vefed barzh-farwel, ha piv 'oar ha n'eo ket ar barzh-
farwel breur-ene foeter-hent Jakez Riou, Doue r'e bardono, en e Nomenoe-Oe!
TREUZVEVADUR HAG ADC'HANEDIGEZH AR BREZHONEG EN UR BARREZ
C'HALLEGER
Graet em eus an enklask da heul e parrez Pluherlin, pastell-vro ar Roc'h kreñv, war-dro 32
gilometrad diouzh Gwened, er reter.
Al lec'h tostoc'h ma vez komzet brezhoneg ennañ 'zo An Elven (20 kilometrad).
Emañ lec'hiet Pluherlin dres war al linenn St-Nazer - St-Brieg a verk kiladenn ar brezhoneg
er XVIIvet kantved.
Abaoe pell' zo dija eta n' eo ket bet komzet brezhoneg er barrez. Goulennet em eus digant an
dud koshañ hag eñ n' o doa ket klevet komz brezhoneg gant o zud pe o zud-kozh. N' o doa ket soñj a
gement-se. Koulskoude, en o yaouankiz, klevet o doa un nebeut tud kozh a gomze brezhoneg e
Kistreberzh (7 kilometrad diouzh Pluherlin er mervent).

89
Setu amañ un ugentad a c'herioù hag em eus tennet eus an trefoedach ma vez graet gantañ
dre voaz er barrez hag er parrezioù all tro war dro :
Stumm Gallekaet - Brezhoneg
Krank - Krank
Kravigner - Kravat
Kras - Kras
Donjer - Doñjer
Flip - Sistr tomm
Chomer - Chom a sav
Hejer - Hejañ
Hériser - Hirisañ
Heud - Heud
Heuder - Heudañ
Hucher - Huchal
Youd - Yod
Jigourdèn - Yod gwinizh-du ..
Juti - Juntañ
Pigos - Pigos
Pigoser - Pigosañ
Pichon - Pichon
Pilhot - Pilhoù
Pilhotou - Pilhaouer
Tach - Tach
Termer - Termal
Toger - Reiñ un taol-penn.
An anvioù-tud a zo brezhonek-rik an darn vrasañ anezho.
An anvioù-lec'h o kregiñ gant « Ker » a vez graet « Car », a veze graet kentoc'h, rak, dre
eurvad, un den kalonek er barrez, en deus diskouezet an hent mat d'e genaeurted. Anv-lec'h e di a
veze graet anezhañ « Carnoguin ». Brezhonegerion eus e vignoned a guzulias dezhañ hen skrivañ
dindan ar furm vrezhonek « Kernoguen », hag e voe graet. Bremañ an holl dud a zo boazet da ober
gant « Kernoguen », ha nikun ne lavar mui « Carnoguin ».
A zo gwelloc'h, un nebeut amezeien a ra gant ar furm vrezhonek evito o-unan.
Un amezeg a savas un ti nevez n'eus ket pell. A-us d'an nor a zo bet engravet « Ker Maria ».
Ne vefe ket souezhus an abadenn ma vefe an amezeg un estrañjour, pe un tourist bennak, hogen n'eo
ket : ur c'houeriad eo anezhañ.
Setu amañ un nebeut anvioù-lec'h lakaet ganin en o stumm brezhonek. (En ur lakaat « ker» e
lec'h « car » er penn araok evit un darnig anezho) :
Kernoguen Keroro
Ker Maria Kenneleg
Kerdudo Kerje
Kerboued Kerpenhet
Ker mahé Talvant
Ker moisan Talhouét
Ker Lanvao Broheag

Tri bugel (div blac'h hag ur paotr) a zesk brezhoneg o-unan gant levr Seite « me a zesk ».
Ar plac'hed a zo skoazellet gant ur seurez, ginidik eus Kemper, hag a ra skol er vourc'h.
90
Ouzhpenn-se un nebeut brezhonegerion a vihanik o chom er barrez a gomz brezhoneg
etrezo.
Kuzul Ti-Kêr Pluherlin en doa mouezhiet evit ar Brezhoneg er Skol araok ar brezel.
Setu berr ha berr buhez ar brezhoneg en ur barrez c'halleger dister. Chom a ra ur spi evit an
amzer da zont : tri bugel o teskiñ o unan ar yezh dilezet abaoe kantvedoù.
Erwan TYMEN.

TRINCHIN ADARRE. - A. E. a skriv deomp :


« Degemeret 'm eus deiziadur 1948; hogen n'em eus ket gourc'hemennoù d'ober dit evitañ. Da
gentañ, ur fazi spontus eo skrivañ Gouere e-lec'h Gouhere (ucsutrebos, gou-here, a-raok an here
pe diskar-amzer). D'an eil un nebeut anvioù sent a zo treuzskrivet: Louhemel e-lec'h Lewevel pe
Leweñvel ; Tujen e-lec'h Tuzien ; Berc'hed e-lec'h Brec'hed (euzhuster an euzhusterioù !!! ha
lavaret em boa dit p + q gwech) ; Teilo e-lec'h Telo (n'omp ket Kembreiz) ; Dewi e-lec'h Divi
(idem) ; Botmael e-lec'h Bodvael ; Paol a Leon e-lec'h Paol Aorelian, h. a. h. a. Skrivet 'z eus bet
ivez Meurjarlez evit Meurlarjez, mes an dra-se 'zo nebeut a dra.
D'an trede, e brezhoneg ebet ne vez lavaret kentañ karter ha karter diwezhañ, nemet kresk ha
digresk al loar. Neuze e tlefes lakaat war an deiziadur : DL (digresk), LN (loar-nevez), KL (kresk
al loar), LG (loar-gann) ha gwelloc'h c'hoazh loarennoù bihan mar kavez.
Trugarekaat a reomp hor c'heneil evit e evezhiadennoù. Laouen e vefemp o kaout kuzulioù
hag alioù digant ar vrezhonegerien all barrek war ar gudenn, evit ma vo deiziadur 1949 gwelloc'h
eget hini hevlene. Ra vint kaset deomp hep re zale, avat, rak kent pell e vo lakaet an dornskrid etre
daouarn ar mouler.

AR SIMBOL. - Unan eus hor mignoned, o veajiñ dre garr-tan boutin e bro ar menezioù, a glevas
gant ur paotrig e oa implijet c'hoazh ar Simbol e Skol Boulaouen.
Dekleriadurioù a garfemp kaout war gement skol a reer enni gant seurt doareoù.

LIHER ROAREIZ EN EUTRU ESKOB A HUENED. - Setu ur skouer eus al labour a zlefed
ober da dostaat ar gwenedeg ouzh ar yezh peurunvan. Gant ma asanto Breizhiz all da ober
anaoudegezh gwelloc'h gant rannyezh ar c'hreisteiz, e vezo aozet kent pell ar yezh peurunvan hon
eus ezhomm anezhi. Gourc'hemennoù gwellañ d'an troer dizanv.

LEVRIOU BREZHONEK DA WERZHAÑ. - An niverennoù da heul eus Gwalarn a c'heller


prenañ : 27, 67, 148/149, 150/151, 152/153, 154/155, 156/157, 158, 159, 160, 162, 163, 164, 165.
Pevarugent lur ar skouerenn (160 lur an divniverenn). Goulenn digant
E. Tymen, 30, rue de la Résistance, Quincy-sous-Sénart. (S.-et-O.).

Levraoueg Roz Avel a ginnig d'ar Vrezhonegerien :


I. - FEIZ HA BREIZ
A. - An holl niverennoù evit ar bloavezhioù 1881, 1882, 1930, 1931-32, 1933, 1934.
B. - Niverennoù all :
1929 : c'hwevrer, ebrel, eost, here, du, kerzu.
1930 : genver, c'hwevrer, meurzh, ebrel, gouere.
1932 : here, du, kerzu.
1935 : an holl niverennoù nemet c'hwevrer hag ebrel.
1936 : an holl niverennoù nemet mae ha kerzu.
1938 : eost, gwengolo, here, du, kerzu.
1939 : genver, ebrel, mae-mezheven, gouere - eost, gwengolo.
1940 : mae-mezheven, gouere-eost, gwengolo-here.
1941 : mae-mezheven, gouere-eost, gwengolo-here, du-kerzu.
1942 : genver-c'hwevrer, meurzh-ebrel, mae-mezheven.
1943 : an holl niverennoù, nemet mezheven.
II. - GWALARN.
Niverennoù : 9, 11, 12, 13, 34-35 (ar Baganiz), 75, 77, 79, 144 betek 162, 164.
III. - STUDI HAG OBER.
Niverennoù : 15, 17, 18, 19, 20, 21.
IV. - STUR.
Niverennoù : 1-2, 3-4, 5-6.
AR GONIDEG. - Dictionnaire français-breton. Emb. Villemargué 1847.
AR GONIDEG. - Dictionnaire breton-français, Emb. Villemarqué 1850.
GREGOR A ROSTREN. - Dictionnaire français-breton (Jollivet, Gwengamp, 1834).
TROUDE. - Dictionnaire français et breton. Brest 1869.
TROUDE. - Dictionnaire français-breton. 1886.
MOAL. - Supplément lexico-grammatical au dictionnaire Troude. Landerne. 1890.
W. OWEN PUGHE. - A national dictionary of the Welsh Language. Vol. II (E.-Y.) Denbigh 1873.
ERNAULT. - Mojennou.
ERNAULT. - Gwerziou Barz ar Gouet.
HERRIEU. - Le breton usuel.
ROTMAN. -Nijadenn an aotrou Skanvig. - Prinsezig en deur.
X. X. X. - Sketla Segobrani, Eil kevrenn. Trede levr. Lugus.
F. AL LAY. - Bilzig.
LUZEL. - Ma c'horn bro.
MILIN. - Gwechall goz e oa.
MALMANCHE. - Gurvan, ar marc'heg estranjour.
R. HEMON. - Tonkadur Bugale Tuireann.
DIRNADOR. - Pipi gonto. Embannadur kentañ. 1902.
KALLOC'H. - Ar en deulin, gant an droidigezh c'hallek. Embannadur Dihunamb.
MALMANCHE. - Le mémento du bretonnant.
LAN AR BUNEL. - Laouig ar Penker. Eun danvez beleg.
Almanak ar Breizad. 1942.
A-bend all, klask a ra levraoueg Roz Avel :
I. - FEIZ HA BREIZ. Bloavezhioù 1925, 26, 27, 28.
II. -- GWALARN. Nnn. 83 (Alc'houez ar brezoneg eeun) ha Nnn. 110-111 (e koun J. Riou).
III. - STERENN Nnn 1 (Imram, gant Maodez Glandour).
IV. SAV : 1, 2, 13.
V. - STUR : rummad nevez (1942). An holl niverennoù nemet 3, 4-6.
Skrivañ d'an tad Yann Chapel, Roz Avel, KEMPER.

TRAOU E-GIZ BREIZH, gant kinkladurioù kouevr ha staen (boestoùigoù-bonbonioù,


sigaretennoù, lizhiri; ...asiedoù, pladoù...) a c'heller prenañ digant an ti Nys, an Naoned : skrivañ da
J. Coraud, 55, rue du Bois-de-Hercé. Standilhonoù a vez kaset pa c'houlenner.

92
PROFOU... Degemeret hon eus evit AL LIAMM-TIR NA N-OG Digant Y. Souffes, 1.500 Lur ;
Klerg, 200 ; Dujardin, 200 ; Tasset, 110 ;; Tomaz, 100 ; Ters, 100 ; an dim. M. Gourlaouen, 300.
Trugarez, en anv Breizh, d'ar brofourien galonek.
KELEIER :
D'ar sul 7 a viz Meurzh ez eo bet displeget e Kêr-Vreizh (43 straed St-Placide, Pariz) gant an
Ao. Remont Jestin ur brezegenn e brezhoneg, an talbenn anezhi « Bruzunennoù Istor Breizh ».
Hor c'heneil Herri Floc'h a zo tad ur verc'hig, Mari-Josefa hec'h anv, abaoe an deiz kentañ ar
bloaz.
Essyllt Raude a zo laouen o kemenn deoc'h ganedigezh he c'hoarig, Enid Brient, d'ar 25 a
viz Genver 1948.
D'ar 16 a viz C'hwevrer eo bet ganet ur paotr bihan, Per, e ti hor c'heneiled Fulub ha Renea
Raoul.
Mari-Armael hag Anna-Gwenola Geraod a zo laouen o kemenn deoc'h eo bet ganet dezho ur
c'hoar vihan Mari-Brec'hed hec'h anv d'an 28 a viz C'hwevrer 1948.
Hor gwellañ hetoù ar Vretoned vihan hag hor gourc'hemennoù d' o zud.

- Hor c'heneil ha kenlabourer Tonig An Timeur, war e studi e Kembre, en deus gonezet, gant ur
skeudenn eus an Ao William George, ar genstrivadeg luskeudennoù digoret gant ar gelaouenn Y
Faner, Hor gourc'hemennoù. -
- Ur Gembreadez yaouank (26 vloaz) a zo c'hoant dezhi dont en hañv-mañ en un tiegezh breizhat,
ha ma 'z eus tu, brezhoneger, d'ober war-dro ar vugale evel « governess ». Gouzout a ra kembraeg,
saozneg ha galleg. Kelennerez a vicher, ganti testenioù eus ar re wellañ. Skrivañ d'ar gelaouenn.

KOMANANTOU NEVEZ. - En hon niverenn diwezhañ, goulennet hon eus digant ar strolladoù
hag ar c'hevredigezhioù skoazellañ ac'hanomp. Setu amañ roll ar re a zo komanantet : kelc'hioù
keltiek an Naoned, Roazhon, Ar Baol, Le Mans, Angers ; Kêr-Vreizh ha Nevezadur eus Pariz. Ra
vezint trugarekaet amañ, en anv Breizh hag ar brezhoneg.

KAD MAG TURED. - Ur fazi mantrus a zo bet graet, en hon niverenn diwezhañ, e troidigezh an
danevell iwerzhonek. Linennoù 3 da 6 ar pennad 26 a zo da vezañ lennet evel-hen :
Cridenbêl a gave teuc'h e lodenn voued ha fonnus hini an Dagda, hag e lavare : « A Dagda !
war da enor, ro din an tri zamm gwellañ eus da lodenn ». Hag an Dagda a roe dezhañ bemnoz.
En em zigareziñ a reomp e-keñver hol lennerien hag an droourien. En niverenn a zeu e vezo kavet
kendalc'h an vojenn-se, ken pouezus evit ar geltiegouriezh.
Al Liamm 8
Tir na n-òg
NIVERENN 8
Mae Mezheven 1948

Pep gwir miret strizh

TAOLENN

KRESKIN HON NIVER, UR STOURM NEVEZ, gant Roparz Hemon 5


Lennegezh
LINA, gant Kerlann 8
TOM HUWS O TONT D'AR GER, gant Dik Trevan, (tr. Fañch Elies) 12
KAD MAG TURED, troidigezh diwar ar c'hrenniwerzhoneg, gant G. B. Kerverziou hag Arzel Even
17
Barzhoniezh
DELIOU BLEUNV, gant G. B. Kerverziou 20
SALVE REGINA, gant G. B. Kerverziou 20
AR STERN-MOULAN, gant G. B. Kerverziou 21
DOR AN NEC'H, gant G. B. Kerverziou 21
BARZHAZ BIHAN AN TI-MOULAÑ 22
DIWAR AR GERMANEG 23
C'hoariva
AR C'HOUVIAD MAEN, gant Pouchkin 25
Prederouriezh
KUDENN AR BREDEROURIEZH KRISTEN, gant Maodez Glanndour 39
Gwerinoniezh
AR PAPER TIMBR 45
Yezh
YEZHADUR BRAS AR BREZHONEG, gant Le Clerc .48
ANVIOU-LEC'HIOU BREIZ-UHEL, gant Klerg 53
ANVIOU-LEC'HIOU BREIZH-UHEL, gant T. Jeusset 56
UN TORKAD GERIOU, gant Yeun Toulhoet 64
KELC'H GWALARN KELC'HLIZHER D'AN IZILI gant Roparz Hemon 71
BUHEZ EMSAV KELTIEK BREIZH 72
Istor
AR CHOUANTED DIWEZHAÑ, gant P. Bourdelles 73
Notennou
NOTENNOU 77

Kreskiñ Hon Niver


UR STOURM NEVEZ

Stourmet hon eus, etre an daou vrezel, da c'hounit d'ar brezhoneg ur bagadig tud desket, ha war
un dro da wellaat hor yezh evel benveg da skeudenniñ menozioù an den er bed a vremañ.
Deuet omp a-benn.
N'eo ket echu al labour. Seurt labour ne vo echu biken. Met aet omp pell gant an hent, ha
n'eus mui aon da gaout e vo ret dimp kilañ.
Ha setu dirazomp ur stourm all, ur stourm hag a ouiemp e vije da ren deiz pe zeiz : astenn
hon dalc'h war an holl vrezhonegerien, ha zoken war an holl dud e Breizh-Izel.

Ar Stourm Nevez

Ar Stourm Nevez eo.


Ur c'hant vloaz a zo bennak, e veze lennet hor yezh gant kalzig a dud. N'eus nemet gwelout penaos
e veze gwerzhet levrioù 'zo a-viliadoù Ar Pevar Mab Emon da skouer.
Ar Gonideg, ha tost an holl yezhourien ha skrivagnerien a bouez a zeuas d'e heul betek hon
amzer, a reas gant ur yezh disheñvel a-walc'h diouzh yezh ar bobl. Ra vezint meulet. A drugarez
dezho ez eo ar brezhoneg skrivet hiziv dek gwech kaeroc'h ha nerzhekoc'h eget meskach
brezhonek-gallek ar « misterioù » hag al « levrioù devot ».
Ma ne vez mui lennet hor yezh gant ar bobl, n'eo ket ar re-se, reizherien ha saveteerien ar
brezhoneg, a ranker tamall. Ar Vrezhoned desket o deus pleget dirak ur yezh estren a zo da vezañ
tamallet.
Dimp da zizober an droug o deus graet, dre lakaat da dalvezout labour Ar Gonideg hag e
heulierien, nann evit un dornadig tud hepken, met evit an holl.

Hor benveg
Benveg ar Stourm Nevez eo ar Brezhoneg Eeun.
Meur a bennad am eus savet diwar-benn se. Anavezet int gant va lennerien.

Ren ar Stourm
Ar Stourm, evit dougen frouezh, a rank bezañ renet.
6
E pep bro eur deuet da gompren pegen talvoudek eo sevel, a-raok ober tra pe dra, ur raktres,
ha da c'houde heuliañ ar raktres gwellañ ma c'heller.
Ar raktres, avat, a dle bezañ savet aketus. N'eo ket a-walc'h merkañ, evel ma'z eus bet graet
alies, ar pezh a vije mat ober. Ret eo soñjal e pep tra, pouezañ pep tra er spered, sellout eeun ouzh ar
pezh a zo, ouzh ar pezh a c'hell pe na c'hell ket dont da wir, kaout ivez skiant-prenet.
Ur wech dibabet ar yezh, - ar Brezhoneg Eeun, - ez eus da c'houzout :
1. peseurt skridoù moulañ,
2. pelec'h o c'havout pe penaos o sevel.
3. penaos o moulañ
4- penaos o skignañ.

Peseurt skridoù moulañ


Da gentañ holl, moulañ skridoù a vo lennet gant un niver bras a-walc'h a dud, da, lavarout
eo, gant an darn vuiañ eus ar re a c'hell lenn brezhoneg.
Da c'houzout peseurt skridoù a blijo muiañ ez eo ret bezañ ampart war ur skiant nebeut
anavezet, siwazh, a-boan savet zoken, an hini a ziskler perak e plij un oberenn gwelloc'h eget un all.
O c'hortoz, e c'heller lakaat, e-mesk ar skridoù a vo lennet kalzik pe galz e Breizh :
1. ar skridoù faltazius (kontadennoù pe romantoù farsus, souezhus, a garantez).
2. ar skridoù kentelius (diwar-benn relijion, micher, skiantoù ) .
3. ar skridoù kelaouus (kazetennoù, almanakoù).

Pelec'h o c'havout pe penaos o sevel

El levrioù hag er c'hazetennoù brezhonek moulet gwechall ez eus kalz muioc'h da advoulañ
eget ma kreder. Ret eo klask, avat, reizhañ hag eeunañ ar yezh hep he lakaat da goll he blaz,
adkempenn alies, dreist-holl troc'hañ.
Bez' ez eus ivez skridoù da dreiñ, da skouer skridoù diwar- benn Breizh, a zo bet hon tadoù
diskiant a-walc'h evit o sevel en ur yezh estren.
O sevel skridoù nevez, ra soñjor, mar n'eo ket fall kaout barzhed ha kontadennerien, n'eo ket
hepken ober dezho mont donoc'h e studi ar yezh, met ivez diskouez dezho penaos skrivañ e
Brezhoneg Eeun, lakaat c'hoant enno da servijañ hor pobl en doare-se.

7
Penaos o moulañ

Ar skridoù embannet gant Gwalarn a veze moulet kaer a-walc'h, peurliesañ. Ha setu perak :
disprizet e vo ur skrid moulet divalav, ha disprizet ar brezhoneg da heul. Doujañs a vo er c'hontrol
ouzh ur skrid moulet a zoare, ha doujañs ouzh ar yezh.
Arabat krediñ e koust atav muioc'h embann ul levr kaer eget ul levr divalav. Lakaat evezh
avat ouzh pep tra : ar paper, al liv, al lizherennoù, tres ar pajennoù, ar golo. Derc'hel start war ar
voulerien, mirout outo d'ober o giz.
Moulañ mat a zo ken pouezus ha skrivañ mat.

Penaos o skignañ

Amañ emañ ar gwan. Amañ omp chomet berr.


Skignañ levrioù a zo ur vicher, hag ur vicher diaes e pep bro. Diaesoc'h c'hoazh en hor bro-
ni.
Diazez ar vicher :
1. Ober brud en-dro d'al levrioù (kazetennoù, rolloù- levrioù, embannoù).
2. Diskouez al levrioù d'ar re a c'hell o brenañ (o lakaat e gwerzh el levrdioù, kas tud d'o
c'hinnig war ar maez).
3. Kaout un ti-kreiz o werzhañ al levrioù brezhonek d'al levrierien ha d'ar re all ; kaout un
nebeut embannerien hepken.

Studi

N'em eus graet amañ nemet urzhiañ menozioù dre vras. Ken stank ha ken mesket eo ar
goulennoù a sav en-dro d'ar Stourm Nevez ma ne vo kavet respont dezho nemet dre ar studi, ha
meur a daol-esa. Kelch Gwalarn a roio harp d'ar studi. Evit an taolioù-esa, zoken ma troont da fall,
talvoudus e vint da reizhañ ar studi tamm-ha-tamm.

Roparz HEMON.

8
Lennegezh

LINA

Pask e oa. Gant an ehan-skol e oa deut d'ar gêr eus ar skolaj laouen evel heol an Nevez-
Amzer hag an oabl glas seder o tiouganiñ un amzer gaer kaeroc'h n'eus ket. Lavarout a reas e vamm
: « Fenozh e tegouezho Lina gant tren Roazhon, he fedet em eus da zont e-pad ar gouelioù. Sell al
lizher am eus bet diganti ».
Lina !... Alies e oa bet kaoz anezhi etrezañ hag e vamm. Merc'h mignoned a-gozh d'e dud e
lavared dezhañ he devoa e luskellet p'edo bihanik-tra. Evitañ avat, ma oa boazet da glevout anv
anezhi, ne anaveze he dremm gaer nemet dre ur poltred en albom luc'hskeudennoù e dud kar. Eno e
oa, en he sav, dimezellig a-zoare anezhi, a c'helle bezañ d'ar mare c'hwezek vloaz. He blev du hir a
gouezhe war he divskoaz a-hed he c'horf yaouank heneuz ha mistr. Daoulagadet-bliv e c'hoarzhe
deoc'h gant he muzelloù neuziet-flour, dindan he fri eeun, e-kreiz he dremm hirvoan ha disi.
Bremañ e oa tri bloaz war-nugent hag eñ a-vec'h pemzek. E galon a skoas en e greiz pa
zeuas-hi davetañ er porzh-houarn e-lec'h ma oa deuet gant e vamm d'he gedal.
« O, na bras out-te, Yann ! - me 'raio Yann ac'hanout-te evel a-gent, te 'oar, hag e lavarin : te
dit p' am eus da luskellet gwechall. N'ac'h eus ket soñj evel-just ?... Ne vern ket. » Kerkent-all he
doa poket e jod an dimezell gran hag e oa bet fromet gant ar c'hwez-vat e c'hronnas ha gant stok
kuñv he c'hroc'hen euflet (1)-skañv. Ur santadenn iskis, divent a savas en e greiz, un dra a sile
ennañ, e bake. Boemet e oa gant an hudourez nevez. Batet e selle outi, ar plac'h bras dianav.
Kregiñ a reas en he malizennig hag e tiskennjont e kêr ha hi, krog en e vrec'h, a dride, a c'hoarzhe, a
varvailhe en ur vont.

(1) poultret.
9
Adalek neuze e vevas en un huñvre. Mezvet e oa gant ar plac'h. Hañvalout a rae dezhañ e oa
o tihuniñ d'ar vuhez, d'ar vuhez amguzh dezhañ betek-hen, evel an Natur o tic'hourdañ ouzh heol an
Nevez-Hañv : edo o tizoleiñ c'hwekted kompagnunezh ar merc'hed, eñ paour kaezh krennardig a
bemzek vloaz. Eñvor Lina, a-dreuz d'ar bloavezhioù tremenet, a zoug c'hoazh e holl ene d'e ziweuz
hag, evit ur pred emañ en-dro ur c'hrennard a bemzek vloaz !

E vamm, manet intañvez a ranke labourat e kêr. Ne chome er gêr eta nemeto o-daou, eñ ha
Lina. Hag anat e oa dezhi an dudi en devoa outi ouzh he c'haout tost outañ dalc'hmat ? Meizet he
devoa moarvat e vage eviti en e galon werc'h ur garantez nevez-flamm. Setu perak eta e oa ken
madelezhus all en e geñver, hi ar plac'h bras!
D'ar beure goude lein, en he c'hambr dispartiet un tamm diouzh ar c'hambroù all hi a rae
dezhañ lenn dezhi pe c'hoazh e lakae da gribañ he blev kaer du-bran, hag e komzent. Gwechennoù
all hi a gane. Goude pred kreisteiz e kimiade ar vamm ha, kazel-ha-kazel, dre fent da gentañ hag
evel keneiled, ez aent da vale tro-dro kêr, Lina hag eñ.
Bourrañ a rae he c'has gantañ a-hed ar stêr, war-du an aber hag ar mor. Ur blijus a valeadenn.
Dindan deil yaouank gwez ar vali ec'h hede an hent paludoù geotek al lec'hidegoù a bep tu d'an
aven, ha neuze, a-greiz-holl, ez ae an aber war ledanaat hag e weled dremmwel ec'hon ar mor hag
an inizi, evel a-ispilh etre an neñvoù hag an dour.

Un deiz e treuzjont ar pont, a-c'haoliad a-us d'ar stêr ha, lezet e-biou an tiez gwenn-kann o
zoennoù glas ha tizhet al Ledenez daslipet gant ourlig ar mor, skuizhik gant o c'herzhadenn hir ec'h
azezjont war ar grouan hag ar bili, harpet o c'hein ouzh leton ur c'hleuzig izel.
Troet o devoa kein d'ar mor rak, gant al lanv, e save ivez un avel karget a c'hwez yac'h, hini
ar bezhin hag an donvor. Dirazo en em lede an aber. Du-hont, pell-pell, a-dreñv d'ar runioù koadek-
hont a ziskenn war-zinaou betek lec'hid ar stêr, edo kêr. Tro-dro dezho avat ne oa nemet sioulder,
netra, na den nemeto o-daou, Lina hag eñ. Dilavar e oant ha ne glevent a vare da vare, nemet
skiltradennoù berr, klemmus ha skrijus ar skraved hag ar gouelini o troidellat hag o plavañ a-us d'o
fenn.
Savet e oa ul lusennig tanv du-se e don an aber.
« Yann, kouskedik on, va lez da vorediñ. Gourvez a rin ha lakaat va fenn ez parlenn. Ober a
rin ? »
10
Keit ha ma vorgouskas e chomas difiñv, pouez he fenn kaer warnañ, evezhiek-bras da
dremen hep he dihuniñ. Na kaer e oa-hi, kousket, klozet-mat ganti he daoulagad malvennek-hir!

...Pa zivorfilas, en ur huanadiñ, edo endeo an heol o tiskenn ha ne oa ket re domm en holl mui. Dont
a reas en he c'hoazez, ha parañ outañ he daoulagad kaer: « Kousket em eus... Deomp, bremañ »
emezi. Kregiñ a reas en dorn a astenne dezhañ, evel boas, bewech ma felle dezhi he skoazellfe da
vont en he sav, hag e tistrojont d'ar gêr.
Leun-holl edo a velkoni hep gouzout mat perak.

A-wechoù, goude koan, er gêr, d'an abardaez-noz ez ae gant Lina ouzh prenestr he c'hambr
da arvestiñ ouzh an heol o vont goustadik da guzh en ur splannder dibar a livioù aour ha ruz. Ne
skuizhent ket o sellout. Goude, neuze, en amheol, e oa bourrus chom.
Ha setu un drovezh ma c'hoarvezhas ar burzhud.
« Pegen kaer eo, n'eo ket 'ta Yann ?
- N'eus ger ebet evit lavarout. »
Ha dic'hoarzh ha leun a hiraezh e oa.
En e zivjod e krogas gant he douarn hag, o treiñ e zremm daveti, e plantas he selloù en e re
hag ober ar goulenn :
« Petra 'zo... Yann, n'out ket trist ? Yann, arabat bezañ. » Hag e pokas dezhañ ez hir.
Pa stokas he diweuz ouzh e re dezhañ, e voe trellet. Ur gridienn a redas penn-da-benn e
livenn-gein. Ur c'hoant iskis a grogas ennañ evel da zantañ ha da leñvañ ha koulskoude e oa beuzet
en ul levenez hep par ha divent.
N'emañ ket ar c'hiz evel m'emañ e Breizh-Veur, e Breizh- Izel da vihanañ, da bokat d'ar
gerent na d'ar vugale war o genou ha biskoazh c'hoazh n'en devoa-eñ tañvaet bouch plac'h.
Hemañ a voe dezhañ an hini kentañ.

Un nozvezh stergannet-holl dreist d'an nozvezhioù all, edo ilinet ouzh he frenestr. Dindanañ
e oa ur porzh hag, en tu all d'ar porzh a-dal d'an ti, un ti all, ti un amezegez, plac'h yaouank kenoad
pe dost, gant Lina.
Sklerijennet e oa kambr Paola, du-se d'an traoñ, hag e weled he gwele ha hi o vont hag o
tont, dic'houzvez-kaer,o tarbar diwiskañ he dilhad evit an noz. Sachet, e kuitaas sell Yann ar stered
a-us evit dont da barañ war brenestr Paola. Pa dregernas mouezh heson Lina a-dreñv e gein oc'h
aspediñ goustad, karezus : « Nann, Yann, se ne zere ket ouzhit. arabat. »
11
Ur pok all, an eil, a voe ar gopr d'e sentidigezh.
Ha diwar neuze e pokent an en d'egile, ouzh ar prenestr, bemnoz.
Bremañ e oa boazet ouzh ar pokoù, naon en devoa outo bepred ha hi, diwar c'hoari, a
c'hoarzhe hag a vouche dezhañ p'en deveze c'hoant. Pa veze-eñ « bet fur » - diouzh Lina - p'en
devoa lennet dezhi, p'en devoa kribet he blev, neuze e teue dezhañ e c'hopr.
O, nag e kare Lina bremañ !
Padal, gant Sul ar C'hozh-Podoù (2), e tostae evit Yann ar mare da zistreiñ d'e gentelioù, d'e
skolaj, e teue ar c'houlz milliget ma rankje kimiadiñ diouzh e Lina-eñ.
Un deiz a anken hag a nec'h ez eas Lina kuit. Goullo e oa bremañ ar bed. Edo o steuziñ e
huñvre, e huñvre gaer, e huñvre baour.
« Mamm, emezañ en noz-se, na lakañ ket liñselioù fresk, ne dalv ket ar boan, dilhad-gwele
Lina n'int ket lous. »
Ar vamm a roas dezhañ e c'hoant : en noz-se e kouskas e gwele Lina aet kuit.
O, gantañ e oa en nozvezhiad-se, pa c'helle astenn e gorf el lec'h end-eeun m'he devoa
gourvezet, pa c'helle sankañ e zremm er goubenner leun a c'hwez-vat, he c'hwez, el lec'h end-eeun
ma oa bet he fenn karet blevek-du o treiñ hag o tistreiñ a-zehou hag a-gleiz, pa c'helle komz dezhi
ha lavarout hec'h anv a vouezh izel, evel pa vije bet eno c'hoazh !
Kent pell e vanas kousket e-kreiz e zaeroù.
Hag antronoz; pa lavaras kenavo d'e dro, e kase gantañ d'he froniñ e kuzh, e-unan en e wele
skolaj diouzh an noz, ar skerb seiz livek a zouge-hi en-dro d'he gouzoug an amzer-pad ma oa bet en
e di.

Karantez kentañ, Karantez tener ha kreñv, karget a eñvorioù c'hwek ar yaouankiz flamm,
pelloc'h er vuhez hag e c'hello bezañ adkavet unan all par dit ?

KERLANN.
(2) Sul ar C'hazimodo.

12

Tom Huws o tont d'Ar Gêr

Pep den e Mengleuz an Duchenn a ouie penaos ez eas Tom Huws eus ar gêr, rouez, avat, ar
re a ouie penaos e teuas
en dro, dre n'en devoa ket Tom, ar paour kaezh, tro da lavarout dezho.
Bez' ez oa ur paotr kapab, re gapab da labourat er vengleuz hep santout n'oa nemet ur sklav
treuzanvet, ha lakaat a eure en e benn mont en hent d'ober e fortun, ha da zieubiñ e genseurted eus
ar vengleuz a oa, d'e veno-eñ, o klemm dindan o bec'hioù.
N'ouzon ket mat pelec'h ez eas. N'ouie ket e-unan kent loc'hañ pelec'h ez oa da vont. Sed aze
fazi Tom, a lavare ar
vengleuzierien, diouzh e varn e-unan, avat, sed aze pelec'h ez oa dreist dezho. Ma vefe mabden o
fiziout muioc'h en tonkadur, emezañ, hag o soñjal nebeutoc'h en dazont, e hirafe e vuhez a galz.
Evel-se ez eas Tom en hent un devezh, en ur glask lakaat en e benn e-unan eo ul labous ez oa
eñ. Tizhout a reas kêr abred, hag ez eas war-eeun da arzav an hent houarn. Pa c'houlennas e klevas
eo etrezek Lerpoul e loc'he an tren kentañ, ha setu penaos e kemeras Tom ur bilhed da Lerpoul. Se a
voe lavaret din gant ur c'hamalad din, a oa en arzav d'an ampoent. Pelec'h ez eas goude degouezhet
e Lerpoul n'ouzon ket, e gwirionez, n'ouie ket e dad nag e vamm. Mont a ris betek enno un
abardaevezh da c'houlenn keloù diganto diwar e benn, met n'oa ket an dra sklaer evito tamm ebet.
« Krediñ a-walc'h a rafen », eme e vamm, « ez eo aet dre zour d'un tu bennak. Huñvreet em
eus diwar-benn an dour neizheur, ha ne gred tamm ebet din bezañ pell-tre diouzh ar
wirionez pa laran n'emañ ket Tom war an douar sec'h fenozh ».
« Paouez da laret traoù sot », eme Zavid Huws. « Ma vije bet Tom amañ bremañ, en dije
laret dit n'eus tamm fiziañs da gaout en huñvreoù. Me 'lar dit, un den desket 'oa hennezh ».
« Desket pe get », eme Sara Huws, « va mamm ha va mamm gozh a grede en huñvreoù,
hag o doa kouskoude lemmoc'h
spered kalz eget n'en deus Tom ; kalet eo din-me larout kement-se diwar-benn va bugel va-unan ».
13
« Na da ket d'en em chalañ, va merc'h-me, ur c'hozh inkin eo Tom ha me 'ro dit va le e raio e
dammig hent er bed-mañ. Ma vijes bet ouzh e selaou pa gomze eus... Feiz, avat, disoñjet em eus ar
ger. Petra a lavare-eñ, Sara ? N'ouzout ket ? Ma, te 'zo ken azen ha me. Sos, sos, sos ...Feiz, avat !
emañ war veg va zeod »:
« Sosialisted » emeve dezhañ.
« Ya, an dra-se eo. Ma, ma vijes bet o kaozeal gantañ diwar o fenn, ez pije touet ez oa eñ ur
prezeger pe un denjentil. Hag ez oa, en anv an Tad, un den desket 'oa sur ».
« Penaos e ouies-te ez oa-eñ un den desket? » eme Sara Huws. « 'M eus aon ez oa troet e
benn dezhañ evel ma 'z eo dit ha netra ken. Gwelet em eus-me meur a leue, goude stoket e benn
gantañ ouzh moger ar c'hraou, o seblantout finoc'h ha speredekoc'h eget Tom ugent gwech. Ne deo
ket din-me da lavarout ur ger a-enep va bugel va-unan, met ar wirionez a zo ar wirionez bepred ».
Echuet ganti he sarmon, ez eas Sara kuit, hag e paras David selloù goullo ha parfet a-walc'h
e lagad an tan.
« Ha ne deo ket un dra iskis ? » emezañ en ur lakaat e veud war e gorn-butun.
« Petra ? » a c'houlennis.
« Sara », eme Zavid, en ur ziskouez an diavaez gant e
gorn.
« Petra diwar he fenn ? »
Lakaat a reas David e gorn en e veg, hag e sachas warnañ gant e holl nerzh e-pad ut
vunutenn pe ziv.
« Ha gouzout a rez-te pelec'h emañ-hi bremañ ? » a c'houlennas krenn, en ur dennañ e gorn
eus e veg ha skarzhañ al ludu dioutañ.
« N'ouzon ket », a respontis.
« Er c'hraou », a lavaras David gant poan, « o krial war-lerc'h Tom. Mar deus ganez-te ur
begad butun, ha prestañ 'ri din betek warc'hoazh ? »
Reiñ a ris dezhañ un tamm butun hag hel lakaat a eure war ar stalenn siminal. Gouzout a
raen ez oa rak aon da zifronkañ e-unan en doa goulennet butun diganen.
« Ha kompren a rez-te ar merc'hed, lar din ? » a c'houlennas trumm.
« Fall-kenañ », a respontis.
« Evidon memes tra. Ne deo ket posubl d'un divinour o c'hompren, a gredan. Sed amañ dit
Sara amañ, bremañ. He c'hlevet ac'h eus o hopal war Dom ha soñjet ez pije ez oa hi e enebour
brasañ. M'hor bije laret, avat, te pe me, ur ger a-enep Tom, he dije Sara reudet he moue evel ul
leonez, o lakaat n'he dije ket graet un dra bennak gwashoc'h. Ur bed a vad a soñj-hi eus ar paotr-se,
bez sur. Gouzout a ra ez eo un den desket, nemet ne fell ket dezhi e ve nikun o larout kement-se,
nemeti e ve. Kompren a rez he sekred ? »
Hag e lavaris e raen.
14
« Vad en dije graet d'am c'halon-me ma vije bet Tom hep mont kuit », eme Zavid Huws
adarre, « panave nemet en abeg dezhi. Disheñvel eo ar merc'hed diouzhimp, goût a rez. Pa vez un
dra bennak ouzh o toaniañ, ne dint ket gouest da jarneal ha da zisoñjal an dra, met e prederiont
warnañ ken na zeu d'o lazhañ pe dost. Ret dit mont bremañ ? Ma, deus betek amañ adarre, marteze
hor bo resevet ur ger digant Tom a-benn un devezh pe zaou ».

Mont a ris en o betek meur a zaouzek gwech goude se, ger ebet, avat, n'o doa resevet digant
Tom. Mont a reas ar bloavezh e-biou hag e teue blev Sara Huws da vezañ gwennoc'h-gwenn,
bemdez, hag he dremm treutoc'h-treut.
Koshaet oa kalz ivez da Zavid Huws. Dibaot-tre a wech e komze eus Tom, gouzout a raen,
avat, edo e soñj ennañ muioc'h eget biskoazh. Ne deo ket alies kennebeut e komze eus deskadurezh
Tom, nemet tuet 'oa da soñjal ne deo an deskamant goude holl nemet un dra da gas un den da goll.
Mont a reas ur bloavezh all e-biou, ha gantañ ez eas Sara Huws d'he bez. Edon en hec'h
obidoù ha diouzh gwelout David Huws e-tal an toull e ouien ne vije ket pell eñ e-unan da vont d'he
heul. A-benn tri miz ez oa bet dieubet eus e sklavelezh, n'eo ket gant Tom, avat.
Hogen penaos e teuas Tom Huws d'ar gêr?
Dalc'het am eus soñj mat. Pemp bloaz a oa aet e-biou abaoe ma oa marvet e dad hag e
vamm, hag aet oa skuizh an amezeien o komz diwar o fenn. En ur ger, n'oa den o c'houzout zoken
pelec'h e hunent. Barradoù amzer pemp goañvezh o doa lakaet o bezioù a-rez an douar ha pa zeuas
Tom d'ar gêr edo an nevez-amzer, karantezus, o paouez o c'hinklañ un tammig.

Met... ha diwar-benn distro Tom. Un abardaez edon azezet war ur c'hleuz bihan a rae an dro
d'am zi, pa welan unan bennak o skeiñ a-dreuz ar parkeier etrezek Ti Kozh, atant David ha Sara
Huws, goullo bremañ. Yen a-walc'h e oa, hag e welen an den estren o chom a-sav ur wech an amzer
da sachañ e chupenn startoc'h en dro d'e zivskoaz pe da lakaat e zorn a-us d'e zaoulagad da sellout
ha gwelout a c'helle unan bennak a oa ouzh e c'hortoz.
« 'M eus aon eo Tom Huws eo ? » emeve ouzhin va-unan. Prometet em boa d'e dad mont d'e
saludiñ pa zeufe d'ar gêr
ha diskouez dezhañ pelec'h e oa eñ ha Sara en o gourvez.
Prest edon d'ober an dro gentañ ha panave nemet abalamour da Dom e-unan, an eil, avat, a oa er-
maez eus va galloud.
15
Ul lamm a ris diwar ar c'hleuz hag ez is da heul an den estren a-dreuz d'ar parkeier. Buan-tre
e tapis anezhañ, dre ma kerzhe goustad en ur chom alies en e sav. Petra bennak, tost a-walc'h ez oa
da vezañ noz du a-benn neuze hag an estrañjour n'en doa ket va gwelet.
E lezel a ris da vont en e raok hep e strafilhañ, en ur
zerc'hel tost dezhañ ha dizale e voemp e-tal kleuz al liorzh. Soñj am eus na save Tom biskoazh war
ar c'hleuz en amzer wechall. Ul lamm a rae dreist dezhañ ken aes ha pa lemme dreist ur garreg. An
den estren, avat ne lammas ket dreist ar c'hleuz. E gwir, a-vec'h ma c'halle sevel dreistañ ha pa voe
en tu all, ret e voe dezhañ azezañ da gemer e alan. Neuze e savas hag ez eas da zor an ti. Klask a
reas he digeriñ met n'hellas ket, hag ez eas d'ar prenestr da glask sellout e-barzh. Azezañ a reas
adarre hag e welen neuze ez oa Tom e oa ha nann un all. Seblantout a rae bezañ klañv ha gwan-tre,
ha gwelout a raen, diouzh e zilhad, n'oa ket nemeur gwelloc'h eget ur c'hlasker bara.
Souden e savas adarre hag ez eas d'ar c'hraou. Petra en
dije laret, a gred deoc'h, m'en dije gouezet pegement a zaeloù oa bet skuilhet eno en abeg dezhañ.
Gwirheñvel a-walc'h ne zeufe biken da c'houzout, hag, en un doare, mat oa kement-se evitañ.
Chom a reas er c'hraou pell-kenañ, hag e soñjis na zeufe biken ac'hano. N'ouien ket petra da
ober. En un doare, kasaus e kaven troc'hañ war e brederiadennoù, ha, war un dro, e santen ez oa kriz
e zerc'hel eno pa ouien ez oa hervez pep doare tost da vervel gant an naon. Lakaat a ris em penn
mont tre betek ennañ, deuet a zeuio. Digeriñ a ris an nor hep trouz, n'hellis ket gwelout Tom, avat.
Mont a ris tre hag enaouiñ un alumetezenn, met n'oa ket roud anezhañ e neb lec'h. Tanañ a ris un
alumetezenn all ha mont da gombod ar foenn, hag eno e welen Tom Huws gourvezet e-kreiz ar
plouz hag e zaoulagad serr.
Tapout a ris krog en e skoaz hag ober un hej dezhañ.
« Piv 'zo aze? » a c'houlennas, gwan e vouezh.
Lavarout a ris dezhañ.
« Kae en da roud », emezañ. 'M eus tamm ezhomm ebet d'az kwelet-te. Gortoz : hag un
tamm kreun bennak a zo ganez en da c'hodell ? »
« D'eus d'ar gêr ganen-me », emeve outañ.
« D'ar gêr », eme Tom, « Deut on d'ar gêr. Ne welez ket
ac'hanon ? Emaon er gêr, sod pitilh ma'z out. Pelec'h emañ
mamm, lar ? »
Hag e lavaris dezhañ ez oa en he bez.
« Ha va zad ? » a c'houlennas.
16
« En hevelep lec'h » a respontis.
Sevel a reas Tom en e goazez hag e sellas gant kounnar ouzhin.
« Perak out-te deut amañ d'am foaniañ-me ? Kae kuit da zeskiñ bevañ. Kae da Vro-Saoz... »
Tevel a reas e-pad ur pennadig, neuze e lavaras adarre gant ur vouezh izel . « Nann, na da
ket da vont da Vro-Saoz, mar out fin. Me 'zo bet eno, te 'wel, ha n'em eus bet nemet taolioù troad e-
pad ma holl amzer m'on bet eno. Kae kuit bremañ, c'hoant kousket em eus-me ».
N'ouien ket re petra d'ober e-pad ur pennad. Soñjal a ris neuze mont d'ar gêr da glask va zad,
gant ar spi e c'hellfe sachañ Tom d'ar gêr gantañ. Redek a ris a-dreuz an douaroù ken buan hag a
c'hellen, hag a-benn un eur ez oamp hon daou e kraou Ti Kozh.
Nemet ez oa Tom en em roet da gousket.

Dik TREVAN
Troet diwar ar c'hembraeg gant Fañch ELIES.

17

KAD MAG TURED


(Kendalc'h) (X)

26) Skuizh e oa an Dagda gant e labour, hag en em gavout a rae en ti gant un den dall
lezirek, Cridenbêl e anv, hag a oa e c'henou e-maez e vrennid (28). Cridenbêl a gave teuc'h e lodenn
voued ha fonnus hini an Dagda, hag e lavare : « A Dagda ! war da enor (29), ro din an tri zamm
gwellañ eus da lodenn ». Hag an Dagda a roe dezhañ bemnoz. Bras e oa avat lodenn ar
flemmganer : a-vent gant ur pemoc'h brav e oa pep tamm. Hogen an tri zamm-se a oa an drederenn
eus lodenn an Dagda. Ha gwazh a se evit e yec'hed.
27) Un deiz p' edo an Dagda o kleuziañ e welas Mac Oc (30) o tont davetañ.
- Mat an dra-se, a Dagda, eme Mac Oc.
- Dres, eme an Dagda.
- Perak out livet ken fall ? eme Mac Oc.
- Abeg 'zo, eme an Dagda. Bemnoz e c'houlenn diganin Cridenbêl ar flemmganer an tri
zamm gwellañ eus va lodenn voued.
28) - Un ali a roin dit, eme Mac Oc. Klask a reas en e c'hodell ha tennañ tri skoed aour (31),
hag o reiñ dezhañ.
29) - Laka, eme Mac Oc, an tri skoed aour-mañ e-barzh an tri zamm a roi da serr-noz da
Gridenbêl. Ar re wellañ eus da bladad e vo an tammoù-se ; hag an aour a droy en e gof en doare ma
varvo. Ha gaou barn Bres war se. Lavaret e vo d'ar roue : « An Dagda en deus lazhet Cridenbêl dre
reiñ dezhañ ul louzoù marvus ». Neuze e c'hourc'hemenno ar roue ma vi lazhet. Hogen te a lavaro
dezhañ : « A leverez, â roue brezelourion Iwerzhon, n'eo ket gwirionez roueel. Rak gortozet e vezen
gant Cridenbêl pa vezen gant va labour ; hag eñ a lavare din : « Ro din, â Dagda, an tri zamm
gwellañ eus da lodenn. Fall va zinell henozh ». Marvet e vijen diwar-se, panave an tri skoed aour a
gavis hiziv.

(X) Evit deroù ar pennad-mañ, s. o. « Tir Na N-Og » niv 5, Gouere-Gwengolo 1947 hag « Al
Liamm - Tir Na N-Og » niv 6, Genver-C'hwevrer 1948.
Da heul ar fazi mantrus, a bedomp hol lennerien hag an droourien d' hon digareziñ evitañ, a zo bet
graet en hon niverenn diwezhañ, e kavomp mat adembann pennad 26 KAD MAG TURED en e
stumm reizh.

18
O lakaat a ris em lodenn voued hag o reiñ da Gridenbêl, rak an aour a oa ar gwellañ tra a oa ganin.
E-barzh Cridenbêl emañ an aour enta, ha marv eo dre se ».
- Sklaer eo, eme ar roue. Ra vo digoret kof ar flemmganer, ma welor hag-eñ emañ an aour e-
barzh. Ma ne vez kavet e varvi. Mar bez kavet avat e viri da vuhez.
30) Neuze e voe toullet kof ar flemmganer, ha kavet an tri skoed aour e-barzh. Ha salv an
Dagda.
31) Ar beure war-lerc'h ez eas an Dagda d'e labour, hag e teuas Mac Oc davetañ ha lavarout :
« Bremaik e vo echu da labour ganez ; gopr ebet ne glaski nemet an dra-mañ : ma vo dastumet
dirazout holl chatal Iwerzhon, dit da zibab un annoar moue du, du he... ».
32) War-se e kasas an Dagda e labour da benn, ha Bres ha goulenn outañ petra a c'hoantae da
c'hopr. Eilgeriañ a eure an Dagda : « Goulenn a ran, emezañ, ma vo tolpet holl chatal Iwerzhon en
ul lec'h». Ober a reas ar roue evel ma c'houle an Dagda ; hag hemañ a zibabas an annoar en doa
Mac Oc lavaret dezhañ (dibab). Amzere e hañvalas an dra-se da Vres ; kavout a rae dezhañ en dije
an Dagda dibabet un dra bennak talvoudusoc'h.
33) Bremañ e oa Nuada en e fall, ha Diancecht a lakaas dezhañ un dorn argant ennañ fiñv
pep dort. Se ne voe ket kavet mat gant e vab Miach. Mont a reas d'an dorn, ha lavarout : « Mell
ouzh mell anezhañ, ha stagell ouzh stagell », hag e pareas Nuada e korf teir gwech tri nozdeiz. E-
pad ar c'hentañ daouzek eur ha tri-ugent e lakaas anezhañ ouzh e gostez hag e teuas kroc'hen
warnañ. An eil daouzek eur ha tri-ugent e lakaas anezhañ ouzh e vrennid. An trede daouzek eur ha
tri-ugent e voe golôet an dorn gant bosoù gwenn, bras evel favennoù, hag a zue ouzh an tan (???)
(32).
34) Drouk e hañvalas ar yac'haat-se da Ziancecht. Skeiñ a reas gant e gleze ouzh kern penn e
vab, ha troc'hañ ar c'hroc'hen betek ar c'hig. Pareañ a eure ar paotr dre nerzh e skiant. Diancecht a
skoas outañ un trede taol betek rouedenn an empenn. Pareañ a eure ar paotr bepred en hevelep
doare. Neuze e skoas Diancecht ar pevare taol hag e tiframmas a empenn, ma varvas Miach. Ha
Diancecht ha lavarout ne vije ket ar mezeg e-unan evit e bareañ goude seurt lopad.
35) Douaret e voe Miach gant Diancecht, hag a-dreuz e vez e teñvas tri c'hant pemp
louzaouenn ha tri-ugent, par da niver ar melloù hag ar stirennoù. Hag Airmed (33) a zigoras he
mantell hag a zidouezias al louzaouennoù hervez o ferzhioù. Hogen Diancecht a zeuas dezhi hag a
luzias al louzaouennoù, en doare ma n'anavfe neb galloudoù pep hini nemet en dije bet sklêrijenn
digant ar Spered-(Glan). Hag e lavaras Diancecht : « Pa ne vo Miach, e vano Airmed ».
19
36) Bremañ e oa ar rouantelezh gant Bres hervez ma oa bet fiziet ennañ. Hogen pennoù an Tûatha
Dê a c'hrozmole meurbet outañ rak o c'hontilli ne vezent ket lakaet druz gantañ, ha na ve ken lies
gwech ez aent d'e weladenniñ, ne veze ket c'hwez ar biorc'h gant o anal. Ouzhpenn, ne welent nag o
filid (9) nag o barzhed nag o flemmganerion nag o zelennerion nag o biniaouerion nag o c'hornerion
nag o sigoterion nag o farouelled ouzh o diduiñ pa vezent en ti-lez. Ne daent ket da welout c'hoarioù
o gourenerion. Ne welent ket o c'hampioned o tiskouez o nerzh dirak ar roue, nemet un unan, Ogme
mab Etân (34).
37) Ha sed an aner a oa lakaet warnañ : degas keuneud d'an dinas. Bemdez e tegase un
hordennad eus Inizi Mod (35). Hag eñ gwan diwar ziouer a voued, ez ae div drederenn e samm gant
ar mor; ma ne gase gantañ nemet un drederenn, ha padal en doa da bourveziñ an ti a zeiz da zeiz.
38) Den ne veze diskarget a dell nag a wazoni, ha den ne veze gopraet evit an teñzorioù a
veze roet d'ar roue (?). (Da genderc'hel.)

Troidigezh diwar ar c'hrenniwerzhoneg gant G. B. KERVERZIOU hag Arzel EVEN.

Notennoù

(31) Tri skoed aour : Se a ziskouez eo bet etrelakaet ar pennad-se.


(32) An §§ 33-35 a zo un etrelakadur rak bev eo c'hoazh Miach e dibenn an danevell. Disklaer-
kenañ eo an § 33.
(33) Airmed : merc'h Diancecht, c'hoar Miach.
(34) Etân, anv mamm Ogme, a zo ivez anv ur stumm-barzhoniezh. Mab d'ur varzhez eo Ogme, ha
barzh e-unan moarvat ; ar file Corpre, a welimp bremaik, a zo ivez mab Etân, breur da Ogme enta;
bezañ a-walc'h e vije bet da gentañ an hevelep den.
(35) Inizi Mod : « Clew Bay Islands », war aod kornok Iwerzhon, 150 kilometrad bennak diouzh
Teamair.

20
BARZHONIEZH

DELIOU-BLEUÑV

Ar pokoù hir a baken haer


'vel evned bliv war da zivweuz
zo arouez kuñv bleun ar gwez kaer
a brof d'an den o stumm heneuz

el liorzhoù a liv Arzour


an nevez-hañv, pa zigañva
lann ha raden, lenn ha roudour,
pa dro ar bed da nevedva.

G. B. KERVERZIOU
5-3-1948

SALVE REGINA

Da L. ar F.
Da gevarc'hiñ. Riez, â vamm druezus,
hor goanag drev, arguñvelezh ar bevañ !
Selaou ouzh lu mibion Vena harluet :
eus glen-mañ ar glac'har, a'r vro arvarat,
o huanad pounner da'z teneray !

Ha pa droio Abred da ved nevez gwenvedik,


steuziet hor bog e Tir na n-Og, gladva diogel,
ouzh klod da Vab unik (da frouezhenn vinniget,
mamm an drugar, gwerc'hez klouar hag hegarat),
bamet hor meiz pa vo pep deiz aet da neizheur!
25-26 meurzh 1948, a. d.

21
AR STERN-MOULAN

Dura lex, sed lex.

Reizhouarn out an daolenn-dir,


pevarzuok meurzhek gouriz
ar plom vil-se a eskella
'l lavarenn drev he ratozh sklaer
ha kement preder-den a vo, -

hogen ivez ar riblenn zu,


ezkelc'h dianat barzhoneg
gronnet ez ano micherek,
korvenn reut ar gerioù berus,
â garc'har ar pajennaouer!

DOR AN NEC'H

Ianua Caeli
ME
Bep heure pa'z an e-barzh
dor an nec'h hag an argarzh,
bep mintin goude mont tre
dor an rec'h hag ar chastre.
EN
Bet da c'hwel yud c'hoari lor,
spiret dit ar spered trec'h,
da bep pardaez pa zigor
dor an neñv eo dor an nec'h.
Putios 1, MDXV
G. B. KERVERZIOU.

22
BARZHAZ BIHAN AN TI-MOULAÑ

Div eus barzhonegennoù Kerverzioù, embannet war an niverenn-mañ, a zo anezho lod eus
ur rummadig, a embannimp.
Troidigezh darn anezho a voe moulet e galleg war « Feunteunioù Brec'helien » dindan an
anv-talbenn « TRANSPOSITIONS, II ». Dediet e oant d'un aotrou Massip, « oucitan e felibre »
okitaniat ha provensegour, gant ar pennad kinnig-mañ da heul, savet en provenseg gant hor
c'henlabourer. E voulañ a reomp amañ adarre, gant un droidigezh vrezhonek, da verkañ al liammoù
a garantez a zo bet hag a vo dalc'hmat etre « felibred » Okitania hag « emsaviz » Vreizh :

« Moussu, - dins aquèlo usino mounte la platouniciano necessità nous conduguère, vous em' iéu.
vosto burèu pren sis arnica de-vers l'Est dis Isclo d'Or e sis orto misteriouso, mai lou regardamèn
s'abourne subran à-n-uno lèio de bes nourdico; de la miéuno taulo de graficaire, pode espincha de-
vers lou pounènt celtico emai sa luencho Terro-di-Jouvent, mai à la primo èro lou meravihous
flourage d'un poumié-dou-Japoun que chavalo n'i-a-gaire moun regard sé-n-cop fasié uno pauseto.
« Em'aco vous vole dessina simboulicamen la sintèsi inatacado que cerquè Pitagoro, de la siavo
claretà miéterrano e dou trefoulige roumantico di Cèlto.
« Es un rebat d'aquèlo sintèsi qu'ai vougu cèncha dins la garbeleto de pichot pouemo que vous
porge vuei, ben sim- plamèn. » .

(Aotrou, en ti-labour-mañ men e voemp degaset gant ar Ret platonek, c'hwi ha me, tro eo ho purev
trema Reter an Inizi Aour hag o liorzhoù-kevrin, hogen ar sell a sko a-greiz-holl ouzh un alead bezv
norzhek. Eus va zaol tresarouezier e c'hellan evezhiañ etrezek ar c'hornog kelt gant e Zouar-ar-
Yaouankiz diamen, hogen, da nevez-hañv, flourañ a rae va selloù bleuniadur burzhudus ur wezenn-
aval japanat paz ehanen, n'eus ket gwall bell.
( Gant se e fell din tresañ deoc'h ez aroueziek kendastum didapus a glaske Puthagoras, eus sklaerder
sioul ar vro morgreizdouarel ha trefu romantel ar Gelted.)
(Un adsked eus ar c'hendastum-se a vennis gronnañ en dornadig-mañ a varzhonegennoù, a ginnigan
deoc'h hiziv, ez-eeun-tre.)

DIWAR AR GERMANEG

ANKOU.

Hor spontañ 'ra


Ankou, hon dieuber. Kaer dezhañ dont,
Sioulik, e koabr ar c'housk,

Hor braou e van, avat, ha ne welomp


Mann 'met ar bez, tra m'hor blegn d'ar Peurvout
- E-maez rouedoù an noz -
E Bro an Anavout.
KLOPSTOCK.

TREMAZI.
O, na dorrfes, pontig! Ker bresk.
O, na gouezhfes, roc'hell! Ken distabil.
Gortoz, a ved, gortoz, a neñv, kent mont da get,
Ma vin dezhi, muiañ-karet, 'n he c'hichenik.
J.-L UHLAND.

MARONAD.

D'ar bodoù rac'h 'm eus hel laret,


Ha d'an holl wez 'm eus hel leñvet,
Da bep blantenn, peurgenedus,
Da hep bleunienn, he frond bamus.

Hag a-nevez hel lavaran,


Hag adarre sed ma ouelan,
Hag atav e virvilh ennon
An doan, a rog din va c'halon !

Ankounac'haet, war ar bed yen,


Dieñvor gwez, ha bleuñv dirat –
Em ene-me ne vevez ken
Mab d'am glac'har ha d'am hoalvat.

F. RUECKERT.

24

BARZHONEG DIWEZHAÑ.
Gweñvet ar bleuñv,
O mab an den,
Sed m'az laosker
E-barzh an tir,
lzel.

Hag a-us dit


'strujo 'r geot,
'skedo ar bleuñv.
Hag e vevi
Enno.
F. RUECKERT.

Aet e oan da vale er c'hoad,


Hag e kouezhas ur steredenn.
Na kriz ar pistig em c'halon :
Tremenet eo ar steredenn.

Ha pa'z oh distro daveti


- Teñval ha mut ar prenester,
Pallennet-du ar gambrig yen -
Sed m'edo-hi 'barzh ar c'heler :
Tremenet eo ar steredenn.
DIZANV.

Revin 'reas en nozvezh veurzh


War ar bleunioù koant ha seder,
Ha sed int ho11 gweñvet, a-freuzh.

Ur paotr a gare ur baotrez.


A-lamm int aet diouzh ar gêr
Da glask, er bed, al levenez.

Choarzhet o deus, gouelet kevret,


E lagad ar stered digas :
Marv int bremañ : - Kae tremeniad.
DIZANV.

25

C'hoariva

Ar C'houviad Maen

O statua gentilissima
Del gran commandatore... Ah! padrone...
Don Giovanni,

DIVIZ I
(Da bardaez. Emeur en ur vered e-kichen Madrid.)
DON JUAN. - Gortozomp amañ ken e vo deut an noz, Erru omp en diwezh e-tal dorioù Madrid ; ha
bremaik ez in e kêr, savet va mantell betek va fri, stouet va zog war va daoulagad. N'hell den va
anavezout, neketa ?
LEPORELLO. - O, nann ! Don Juan a oar 'n em guzhat ken brav ! Bez' ez eus kement a dud o
tennañ dezhañ.
DON JUAN. - Farsal a rez. Met piv 'ta a c'hellfe va anavezout?
LEPORELLO. - An alguazil kentañ a gavimp war hon hent, ur jipsian, ur soner mezv, ur marc'heg
feul eveldomp, paket en e vantell, gant e vaskl war e zremm hag e gleze dindan e gazel.
DON JUAN. - Ha petra 'vern din e ven anavezet! Betek ma n'en em gavin ket gant ar roue, n'em eus
aon rak den e Madrid.
LEPORELLO. - Ha kerkent ha warc'hoazh e ouezo ar roue ez eo distroet Don Juan, hep aotre.
Lavarit, petra 'raio, d'ho soñj?
DON JUAN. - Kas ac'hanon kuit adarre, setu holl. Ne vo ket troc'het va fenn ouzhin, moarvat ;n'on
ket enebour d'as stad. Evit va mad eo en deus ar roue va harluet, evit ma ven lezet e peoc'h gant
tiegezh an hini lazhet.
LEPORELLO. - Neuze, perak n' oc'h ket chomet sioul du-hont ?
DON JUAN. - Va faotr! Darbet eo bet din mervel gant an hirnez. Vilat gwazed ! vilat douar ! hag an
oabl ! moged traken. Hag ar merc'hed! Kred ac'hanon, va Leporello, an disterañ koueriadez en
Andalousia a dalv gwelloc'h eget ar gaerañ fulenn er vro-hont, m' hen tou! Da gentañ e plijent din,
gant o daoulagad glas, o c'hroc'hen gwenn, o doareoù eleveziek ha dreist-holl dre ma oant nevez
din. Hogen buan on deut da veizañ na oa tamm buhez ebet enno. Merc'hodenned koar, setu ez int,
tra m'eo hor re-ni... Hogen, klev 'ta, deut on amañ dija : anaout a rez al lec'h ?
26
LEPORELLO. - Ma anavan ! Penaos ankounac'haat kouent Sant Anton ? Eno e teuec'h, tra ma
chomen-me da ziwall ar c'hezeg en takadig gwez-hont. Labour milliget ! Ha plijusoc'h egedon e
kasec'h-c'hwi an amzer.
DON JUAN, gant melkoni. - Inez kaezh ! aet eo bremañ da anaon. Nag a garantez em boa outi !
LEPORELLO. - A ! Inez, hini he daoulagad du ; e-pad tri mizvezh penn-da-benn e rankjoc'h ober al
lez dezhi ! Eürus e teuas Paolig war ho sikour ; anez-se...
DON JUAN. - Un noz... e miz Gouere... Un hoal dreistlavar a oa gant he selloù strafuilhet hag he
diweuz lent... Pegen iskis ! Soñj am eus bremañ, ne oa ket koant-koant. E gwirionez, ne oa ket
kenedek, pa lavarer kenedek. Hogen he daoulagad, he daoulagad hepken... Biskoazh abaoe n'em eus
kavet ar seurt diouto. He mouezh a oa kuñv ha gwan evel mouezh ur glañvourez. Un hailhon fallakr
he doa da bried. Re ziwezhat am eus gouezet... re ziwezhat !
LEPORELLO. - Ma, en he goude eo deut re all.
DON JUAN. - Gwir eo.
LEPORELLO. - Ha keit ha ma vimp bev e teuio re all.
DON JUAN. - Gwir eo c'hoazh.
LEPORELLO. - Ha pehini 'vezo gwelet bremaik ?
DON JUAN. - A ! Laura. Me 'yel d'ar red betek he zi.
LEPORELLO. - Brav ! Brav !
DON JUAN. - Dre an nor ez in tre ha ma'z eus ur paotr ganti e ranko lammat dre ar prenestr.
LEPORELLO. - Evel just ! A ! Setu m'omp seder ha laouen adarre. Ne vimp ket-ni trechalet pell
gant eñvor ar c'hoantenned marv. - Piv a zeu ?
(Ur manac'h a zeu tre.)
AR MANAC'H. - Setu hi o tont. - Piv 'zo aze ? O, c'hwi a vefe moarvat ar vevelien da Zoña Ana ?
LEPORELLO. - Nann, n'omp mevelien da zen ebet. Pourmen a reomp.
DON JUAN. - Piv a c'hortozit ?
AR MANAC'H. - Bremaik e tle Doha Ana dont amañ da bediñ war vez he fried.
DON JUAN. - Doña Ana de Silva ? Hag eñ e ve gwreg ar c'homandour a voe lazhet gant... n'ouzon
gant piv ?
AR MANAC'H. - Gant don Juan, al lampon difeiz ha diroll.
27
LEPORELLO. - Brav e komzit, m'hen tou! Klevet e vefe bet ar vrud eus don Juan e sioulder ho
manati ? Krediñ a ran a-walc'h e tle ar venec'h kanañ e veuleudi.
AR MANAC'H. - Anavezout a rafec'h anezhañ, marteze ?
LEPORELLO: - Ni ? Ne reomp ket, sur-mat. Pelec'h e c'hell bezañ bremañ ?
AR MANAC'H. Ket amañ ha gwell a se. Pell ac'han emañ, en harlu.
LEPORELLO. - Doue ra vo meulet. Seul belloc'h, seul welloc'h. Karet em bije-me lakaat an holl
dud diroll-se e-barzh ur sac'h, hag er mor !
DON JUAN. - Petra emaout o kontañ ?
LEPORELLO, a vouezh izel. - Roit peoc'h ; a-ratozh-kaer e ran.
DON JUAN. - Bez ar c'homandour a zo amañ eta?
AR MANAC'H. - Ya, amañ 'mañ. E intañvez he deus lakaet sevel dezhañ ur volz-kañv brav-dispar,
ha bemdez e teu da ouelañ ha da bediñ evit ene an hini marv.
DON JUAN. - Pegen iskis un intañvez ! Ha koulskoude, gwarizius 'oa he gwaz, ken e oa : atav e
veze sparlet ar plac'h er gêr ha den n'helle he gwelout. Koant eo da nebeutañ ?
AR MANAC'H. - Arabat eo deomp-ni leaned teurel evezh ouzh kened ar merc'hed. Hogen pec'hed
eo livañ gevier hag ur sant er baradoz n'hellfe lavarout kontrol : koant-burzhudus eo.
DON JUAN. - Karout a garfen komz dezhi.
AR MANAC'H. - O ! morse ne asant Doña Ana komz d'ur gwaz.
DON JUAN. - Deoc'h-c'hwi, avat, e komz a-wechoù, va zad?
AR MANAC'H. - Din-me, ya, met me 'zo manac'h. Setu hi avat.
(Doña Ana a zeu tre.)
DONA ANA. - Va zad, digorit ar gael.
AR MANAC'H. - Diouzhtu, señora. Edon ouzh ho kortoz.
(Doña Ana a dremen. Ar manac'h a ya d'he heul.)
LEPORELLO, da Zon Juan. - Neuze, penaos e kavit anezhi?
DON JUAN.- Ra'z aio an dilhad kañv-se gant an diaoul ! A-vec'h m'am eus gallet merzout pegen
koantik eo he seul.
LEPORELLO. - A-walc'h eo : gouzout a ouezo ho faltazi ijinañ ar peurrest. Barrekoc'h 'n em gavit
war-se eget an ampartañ livour. Gwelout korn an abrant pe beg an troad a zo kenkoulz deoc'h.

28
DON JUAN. - Selaou, Leporello, me 'fell din ober anaoudegezh ganti.
LEPORELLO. - Mat mat. (Outañ e-unan.) Lazhet en deus ar paotr, ha bremañ e fell dezhañ
gwelout an intañvez o ouelañ, an digoustiañs ma 'z eo.
DON JUAN. - Deut eo an noz, avat. Deomp e kêr Vadrid kent d' al loar sevel.
LEPORELLO, outañ e-unan. - Setu : unan eus brasañ tudjentil ar vro a rank gortoz an noz, evel ul
laer, hag en deus aon rak skleur al loar ! A, va Doue ! Nag ur vuhez ! Ha pell e padfe c'hoazh ?
Skuizh-divi on aet ganti ! (Mont a reont kuit.)

DIVIZ II
(Ur gambr e ti Laura. Emañ kouvidi gant o c'hoan.)

KOUVIAD KENTAÑ. - M' hen tou dit, Laura, morse n' ec'h eus c'hoariet ken brav. Pegen fromus e
oa da zoare !
TREDE KOUVIAD. - Pegen arzel!
LAURA. - Ya, pep jestr, pep komz a zo deut da vat ganin hiziv. Tridal a rae an awen ennon. Dont a
rae ar gerioù evel p'o dije tarzhet war-eeun eus va c'halon.
KOUVIAD KENTAÑ. - Gwir eo. Bremañ c'hoazh e lugern da zaoulagad hag e sked da zivjod ;
bremañ c'hoazh e verv ennout tan an awen. Arabat hel lezel da vervel, Laura ; kan dimp un
tenergan.
LAURA. - Deut din va gitar. (Kanañ 'ra.)
Amañ emaon, Inesilla ; dindan da brenestr emaon ; skeud en noz o c'holeiñ Sevilla.
Va c'halon o virviñ gant ar c'hoant, ur vantell vras war va c'hein, amañ emaon, va gitar em dorn ha
va c'hleze ouzh va c'hostez.
Kousket a rez ? Va gitar az tihuno. Dihuniñ 'ra an ozhac'h kozh? Va c'hleze e gaso da gousket.
Stag al lasoù seiz ouzh da brenestr. Ne respontez ket, termal a rez... Hag eñ e ve ur mignon all
ganit?
AN HOLL. - Brav, brav ! Brav-tre !
KOUVIAD KENTAÑ. - Da drugarekaat a reomp, strobinellerez. Birvilh a lakaez en hor c'halonoù.
E-touez plijadurioù ar vuhez, n'eus nemet ar garantez a dalv war ar sonerezh. Hag ar garantez, e
gwir, a zo hesonerezh. Sell 'ta : Carlos e-unan, da gouviad e benn teñval, a zo fromet-holl.
EIL KOUVIAD. - Pegen doueel da ganiri! Gant piv eo bet savet ar c'homzoù, Laura ?
LAURA. - Gant don Juan.
29
DON CARLOS. - Gant don Juan ?
LAURA. - Ya, an tenergan-se voe savet gwechall gant va mignon mat, gant va c'haredig disleal...
DON CARLOS. - Mezh an dud eo da zon Juan ; ha te, ne dout nemet un diodez !
LAURA. - Sot out ? Gervel a rin va mevelien hag e roin an urzh troc'hañ dit da c'houzoug, petra
bennak ma 'z out un denjentil !
DON CARLOS. - Galv anezho 'ta !
KOUVIAD KENTAÑ. - Ro peoc'h, Laura. - Ha c'hwi, don Carlos, arabat deoc'h konnariñ.
Ankounac'haet he deus...
LAURA. - Petra 'm eus ankounac'haet ? E voe lazhet breur don Carlos gant don Juan en un emgann
leal ? Gwazh a se na voe ket lazhet don Carlos e-unan !
DON CARLOS. - Ar gwir 'zo ganit.
LAURA, - Hag eñ eo va fazi ma teu an anv-se war va diweuz dalc'hmat ? Perak ne rit ket din
disoñjal ?
KOUVIAD KENTAÑ. - Ma, Laura, da ziskouez dimp n'out ket mui fachet, e kani dimp un dra all
c'hoazh.
LAURA. - Mat, hogen e-giz kenavo, rak diwezhat eo. Petra 'ganin deoc'h ? (Kanañ 'ra.)
AN HOLL. - Souezhus, sebezus !
LAURA. - Kenavo, Aotronez.
AR GOUVIDI. - Kenavo, Laura. (Kuit ez eont. Laura a dap don Carlos dre e vrec'h.)
LAURA. - Te, paotr konnarus, chom ganin. Plijet ac'h eus din. Degaset ac'h eus don Juan da soñj
din p'ac'h eus graet diodez ac'hanon ha p'ac'h eus skrignet da zent.
DON CARLOS. - Eürusat den ! E garet ac'h eus ? (Laura a ra ya gant he fenn.) Kalz ?
LAURA. - Kalz.
DON CARLOS. - Lavar din, Laura, pe oad out ?
LAURA. - Triwec'h vloaz.
DON CARLOS. - Yaouank out ha yaouank e chomi c'hoazh ur pemp pe c'hwec'h bloavezh bennak.
Ur pemp pe c'hwec'h bloavezh c'hoazh e klasko ar baotred kaout ac'hanout; profoù a raint dit d'az
konit, tenerganoù a ganint dit d'az tihuediñ, en em lazhañ a raint evidout, da noz, er c'hroazhentoù.
Hogen pa vo aet an amzer e-biou, pa zistronko da zaoulagad, pa gollo da valvennoù o lufr, pa skedo
ar gentañ blevenn louet ez plezhenn du, en ur ger, pa 'vo graet un hini gozh ac'hanout, petra 'ri neuze
?
30
LAURA. - Petra 'rin neuze ?... Perak soñjal ? Traoù brav a ouzout lavarout ! Hag eñ e vez atav seurt
soñjoù ez penn ? Deus, digor ar prenestr. Na boull eo an neñv ! na klouar an aezenn ! frond ar
suraval hag al lore a zo gant an noz ! War volz glas-teñval an oabl e sked al loar-gann hag er pellder
e c'harm an hoperezed-noz, ken ec'h ouzont garmiñ, d'an amzer gaer. Pell-pell ac'han, marteze, e
Pariz da skouer, ez eus koumoul du-pod ; ur glav yen a gouezh, marteze, hag an avel a yud. Ma !
Petra 'ra dimp, ? M'az ped, Carlos, gra ur mousc'hoarzh ; me 'fell din, me 'fell din... Hag e ri ?... A !
mat eo.
DON CARLOS. - Diaoulezig koant !
(Klevout a reer unan o skeiñ ouzh an nor ha mouezh don Juan o c'harmiñ : Laura ! )
LAURA. - Piv eo ? O ! ar vouezh-se...
MOUEZH DON JUAN. - Ro digor din.
LAURA. - Hag eñ e ve ?... Jezuz ! (Digeriñ a ra an nor ; don Juan a zeu tre; en em stlepel a ra hi d'e
gerc'henn en ur c'harmiñ :) don Juan !
DON CARLOS. - Penaos ? Don Juan ?
DON JUAN, ouzh he briata. - Laura, mignonez karet! Piv 'zo amañ ganit ?
DON CARLOS. - Don Carlos.
DON JUAN. - Souezhusat degouezh ! Arc'hoazh e vin en ko kourc'hemenn.
DON CARLOS. - Gwell diouzhtu.
LAURA. - Don Carlos, roit peoc'h. N'emaoc'h ket war ar straed : em zi emaoc'h. M'ho ped da vont
kuit.
DON CARLOS, hep selaou. - Alo ! Prest on ! Ur c'hleze hoc'h eus ?
DON JUAN. - Pa n'oulit ket gortoz... (En em gannañ a reont.)
LAURA. - Aiou ! Aiou! Juan ! (Kuzhat a ra he fenn gant he douarn. Don Carlos a gouezh.)
DON JUAN. - Sell, Laura. Echu eo.
LAURA. - Petra ? Lazhet eo ?... Em c'hambr... Petra 'rin bremañ, diaoul, lampon milliget ? Pelec'h
'vo lakaet ar c'horf ?
DON JUAN, o stouiñ war zon Carlos. - Marteze emañ bev c'hoazh.
LAURA. - Ya, bev! Sell 'ta, pezh daonet ma 'z out: en e galon ac'h eus skoet. Keuz az pefe bet o
skeiñ e lec'h all. Sonnet eo e wad, ne denn mui war e anal. Setu un abadenn !
DON JUAN. - Petra 'tell dit ? E fazi eo.
LAURA. - A, don Juan !.. N'out ket kemmet ! A belec'h e teuez ? Pell 'zo emaout e kêr ?
DON JUAN. - O paouez erruout, hag e kuzh war ar marc'had : n'em boa ket ar gwir da zont...
LAURA. - Ha raktal eo deut koun dit eus da Laura? Mat. Hogen ne gredan ket. Dre zarvoud ac'h
eus tremenet dirak va zi.
31
DON JUAN. - Nann, va Laura, goulenn ouzh Leporello. Kemeret 'm eus lojeiz en ul lastez tavarn e-
maez kêr ha deut on da gaout va Laura kerkent. (Kinnig a ra pokat dezhi.)
LAURA, o virout. - O, va mignon !... Amañ, dirak an hini marv !... Petra 'vo graet gantañ?
DON JUAN. - Arabat dit en em chalañ. Kent ma tarzho goulou an deiz e gasin dindan va mantell
d'ur c'hroazhent bennak.
LAURA. - Diwall na vefez gwelet. Eürus n'out ket erru ur vunutenn a-raok ! Amañ o deus koaniet
da geneiled. M'az pije en em gavet ganto ?
DON JUAN. - Abaoe pell e kares anezhañ ?
LAURA. - Piv ? Pennsodiñ a rez... Piv ?
DON JUAN. - Pennsodiñ ne ran ket. Pet gwech ac'h eus va zrubardet aba m'on aet kuit ?
LAURA. - Ha te, lampon fall ?
DON JUAN. - Me ?... Diwezhatoc'h e larin dit.

DIVIZ III
(Bolz-kañv ar c'homandour.)

DON JUAN, e-unan-penn, gwisket e-giz ur manac'h. - Eus ar gwellañ e tro an traoù. Goude bout
lazhet, diyoul-kaer, an don Carlos kaezh, on deut da guzhat amañ dindan kougoul ul lean paour ha
bemdez e welan an intañvez koant. War a hañval, evezh he deus taolet ouzhin endeo. N'hon eus ket
kredet c'hoazh komz an eil d'egile, hogen hiziv e fell din toullañ kaoz. Poent eo. Penaos e vo kroget
ganti? Hag eñ e klaskin... Nann... Señora... Bo ! pezh a zeuio war va spered a lavarin : n'eus den
barrekoc'h egedon evit sevel prim-ha-prim ur ganaouenn garantez. Gant ma ne zaleo ket : sur e tle
sevel hirnez er c'homandour ouzh he gortoz. Brasat delwenn o deus savet dezhañ ! Ur gwir ramz !
Disheñvel un disterig diouzh an hini marv, rak, e gwirionez, bihan hag izil e oa ar paotr. Bec'h bras
en dije bet ar c'homandour kaezh o touchañ fri an delwenn gant e zorn, ha p'en dije savet war vegoù
e dreid. P'en em gavjomp a-dreñv an Eskorial e teuas d'en em veriañ war va c'hleze hag e tremenas
evel ur valafenn a sanker ur spilhenn enni. Balc'h ha taer e oa, memes tra, ha lorc'hus... A ! setu-hi!
DONA ANA. - (Outi hec'h-unan.) Amañ 'mañ c'hoazh.. (Uhel.) Va zad, ho tirenkañ a ran e-kreiz ho
pedennoù. Va digarezit.
32
DON JUAN. - Me an hini eo, señora, a zle goulenn ho tigarez. Marteze e viran ouzhoc'h da bediñ e-
giz ma karfec'h.
DONA ANA. - Nann, va zad, pediñ a c'hellan dirazoc'h. Kentoc'h e c'houlennin diganeoc'h unaniñ
ho mouezh gant va hini.
DON JUAN. - Pediñ ganeoc'h, doña Ana! Ne zellezan ket ar seurt eürusted. Biken ne gredo va
muzelloù pec'her azlavarout ho komzoù santel. A-walc'h e vez din sellout ouzhoc'h eus a bell pa
lakait, en ur stouiñ goustad, rodelladoù du ho plev da gouezhañ war ar marmor gwenn. Hañvalout a
ra din neuze ez eus un ael em c'hichen, ken ez eo leuniet va c'halon gant ur strafuilh dreistlavar.
Bamet e choman, dic'hallus din pediñ, hag ennon va-unan e soñjan : eürus an hini a zo tommet e
vaen-bez gant hec'h anal flour, a zo skuilhet evitañ daeroù glan he c'harantez !
DONA ANA. - Iskisat komzoù !
DON JUAN. - Señora!...
DONA ANA. - Din-me ?... disoñjal a rit...
DON JUAN. - Disoñjal petra ? na don nemet ur reuzeudig kaezh ? na dlefe ket va mouezh sevel en
ul lec'h ken santel ?
DONA ANA. - Hañvalout a rae din... kredet en doa din kompren...
DON JUAN. - A ! gwelout a ran, divinet hoc'h eus !
DONA ANA. - Petra 'm eus divinet ?
DON JUAN. - Na don ket manac'h... dirak ho treid ec'h aspedan ho pardon.
DONA ANA. - Jezuz ! Savit ! Piv oc'h 'ta ?
DON JUAN. - Ur paour kaezh... aet foll gant ur garantez dic'hoanag.
DONA ANA. - En an' Doue ! amañ... dirak ar bez !...Kit kuit.
DON JUAN. - Va lezit da gomz, doña Ana. Ur ger hepken.
DONA ANA. - Ma teufe unan bennak ?...
DON JUAN. - Prennet eo ar gael. Ur gerig hepken.
DONA ANA. - Neuze, petra 'fell deoc'h ?
DON JUAN. - Mervel... ra varvin diouzhtu e-harz ho treid ! Ra vo douaret amañ va relegenn
didalvez. Nann, ket amañ, ket e-kichen an hini a garit ; met aze pelloc'h, sko ouzh an nor, war an
treuzoù, ma c'hoarvezo d'ho troad bale war vaen va bez ha d'ho prozh tavarat outañ pa zeuot da
stouiñ ho penn ha da skuilhañ ho taeroù.
DONA ANA. - Diskiant oc'h.
33
DON JUAN. - Mennout mervel, hag eñ ez eo bezañ diskiant, doña Ana ? Diskiant e vefen ma spifen
gonit ho kalon gant va c'harantez ; diskiant e vefen ma tremenfen va nozvezhioù dindan ho prenestr,
ouzh ho porodiñ gant va nozkanoù ; ma vefen diskiant ne vefen ket chomet skoachet, klasket em
befe sachañ hoc'h evezh, n'em befe ket tavet war va glac'har...
DONA ANA. - E gwir, gouzout a ouzoc'h tevel !
DON JUAN. -- A-enep d'am youl e komzan, doña Ana. Ma n'em befe ket en em gavet ganeoc'h,
kammed n' ho pefe desket va c'hevrin.
DONA ANA. - Abaoe pell e karit ac'hanon ?
DON JUAN. - Nouzon ket va-unan. Pezh a ouzon avat eo na brizan ar vuhez nemet adal m'ho
kwelis, adal ma komprenis petra 'zo dindan ar ger eürusted.
DONA ANA. - Kit kuit ! Kit kuit !
DON JUAN. - Perak mont kuit ?
DONA ANA. - Ne fell ket din ho klevout. Aon m eus.
DON JUAN. - Tevel a rin. Hogen arabat deoc'h argas an hini n'en deus nep levenez war an tamm
douar-mañ nemet sellout ouzhoc'h. N'on ket foll a-walc'h evit magañ goanagoù diboell ; ne
c'houlennan netra. Hogen mar don barnet da vevañ, va lezit d'ho kwelout.
DONA ANA. - Kit kuit, dizere eo komz amañ. Deuit d'am c'haout warc'hoazh. Em zi. Ma touit
bezañ ken doujus ha m' oc'h bet hiziv ho tegemerin... da noz... Ne zarempredan mui den ebet aba
m'on intañvez.
DON JUAN. - Un ael oc'h, doña Ana. An Aotrou r'ho frealzo evit bezañ frealzet ur reuzeudig.
DONA ANA. - Kit kuit.
DON JUAN - Ur vunutenn c'hoazh...
DONA ANA. - Nann, din eo mont kuit. N'on mui bremañ evit pediñ. Ho tegemerout a rin...
DON JUAN. - N'hellan ket krediñ em eürusted ! Ho kwelout a rin warc'hoazh, en ho ti, penn-ouzh-
penn ganeoc'h
DONA ANA. - Ya, warc'hoazh. Pe anv oc'h ?
DON JUAN - Diego de Calvido
DONA ANA. - Kenavo, don Diego (Mont a ra kuit.)
DON JUAN. - Leporello ! (Leporello a zeu tre.)
LEPORELLO. -- Petra 'fell deoc'h ?
DON JUAN. - Va Leporello ker ! A ! va Leporello ! laouen on !... warc'hoazh, da noz... Va
Leporello, warc'hoazh... laouen on evel ur bugel.
LEPORELLO - Komzet hoc'h eus ouzh doña Ana ? Hegarat he deus respontet ? Marteze hoc'h eus
roet dezhi ho pennozh ?
DON JUAN. - Nann, Leporello, nann. Mont a rin d'he gwelout... d'he gwelout... en he zi !

34
LEPORELLO. - E gwirionez ! Setu penaos int holl, an intañvezed yaouank!
DON JUAN. - Laouen on, kanañ 'rafen gant ar joa ; fellout a rafe din pokat ouzh an holl dud.
LEPORELLO. - Hag ar c'homandour ? Petra 'lavaro ?
DON JUAN. - Krediñ 'ra dit e savo gwarizi ennañ ? Nann, nann. Atav eo bet ur paotr poellek ha,
moarvat, sioulaat en deus graet aba m'eo marv.
LEPORELLO. - Kavout a ra din emañ konnaret un disterig.
DON JUAN. - Kavout a ra dit ? Ma, Leporello, ped an delwenn da vezañ seven a-walc'h evit dont
warc'hoazh d'am zi... nann, da di doña Ana.
LEPORELLO. - Kouviañ un delwenn ! Ha perak ?
DON JUAN. - N'eo ket, moarvat, evit ober ur frapad marvailhat ganti. Ped an delwenn da zont
warc'hoazh, da serr-noz, d'ober gward dirak dor kambr ar wreg.
LEPORELLO. - Gant piv e fell deoc'h farsal ? N'eo ket un dra d'ober.
DON JUAN. - Kae 'ta !
LEPORELLO. - Hogen...
DON JUAN. - Kae, pa lavaran dit.
LEPORELLO. - Delwenn illur ha kaer-dreist, pedet oc'h gant va mestr don Juan da vezañ seven a-
walc'h evit... En an' Doue, ne c'hellan ket : aon 'm eus.
DON JUAN. - Kozh krener ! Ez an d'az...
LEPORELLO. - Gortozit... Pedet oc'h gant va mestr don Juan da zont warc'hoazh, da serr-noz, da di
ho pried, d'ober gward dirak an nor. (An delwenn a ra ya gant he fenn.) Aiou !...
DON JUAN. - Petra 'zo ?
LEPORELLO. - Aiou! Aiou! Marv on.
DON JUAN. - Petra 'c'hoarvez ?
LEPORELLO, en ur ober un hej d'e benn. - An delwenn... Aiou!
DON JUAN. - Saludiñ' a rez ?
LEPORELLO. - Na ran ket. Hi an hini eo a ra.
DON JUAN. - Pe vojenn an diaoul a zeu ganit ?
LEPORELLO. - Kit da gouviañ an delwenn, hag e welot.
DON JUAN. - Ma, sell, lampon ! (D'an delwenn.) Da bediñ a ran, komandour, da zont warc'hoazh
betek ti da wreg, lec'h ma vin, d'ober ged dirak dor he c'hambr. Dont a ri? (An delwenn a ra ya evel
a-raok.) Doue!
LEPORELLO. - Petra 'm boa lavaret deoc'h ?
DON JUAN. - Deomp kuit. (Pellaat a reont.)

35
DIVIZ IV
(Ur gambr e ti doña Ana.)
DONA ANA. - Ho tegemeret 'm eus, don Diego ; met aon 'm eus e skuizhot buan gant va c'homzoù
melkoniet. Intañvez paour ac'hanon, n'on ket evit ankounac'haat an hini am eus kollet; evel miz
Ebrel e veskan an daeroù gant ar mousc'hoarzhoù. Perak ne respontit ket?
DON JUAN. - Gant an dudi n'on ket evit distagañ ur ger. Pa soñjan emaon va-unan-penn e-ser doña
Ana goant! Amañ emaon, en ho ti, ha neket dirak bez an hini marv eürus, ha n'ho kwelan ket war ho
taoulin dirak ho pried marmor.
DONA ANA. - Ha gwarizius e vec'h, don Diego ? Nec'het oc'h gant va fried, p' emañ en e doull-bez
?
DON JUAN. - Ar gwir n'em eus ket da vezañ gwarizius. C'hwi hoc'h-unan e zibabjoc'h da bried?
DONA ANA. - Nann, va mamm an hini eo a roas ac'hanon da wreg da zon Alvar. Paour e oamp,
hag eñ en doa arc'hant.
DON JUAN. - Alvar eürus ! teñzorioù dister en deus degaset e-harz ho treid, hag an disterachoù-se
o deus graet dezhañ anaout levenezioù ar Baradoz. A ! m'am bije hoc'h anavezet a-raok! N'eo ket
hepken va anv, met kement am eus em bije roet da gaout ur sell, ha pa ne vije nemet ur sell, eus ho
taoulagad. Ho sklav e vijen deut da vezañ; evidon e vije bet ho youl tra santel ; va buhez a-bezh em
bije kaset ouzh ho servijañ, deoc'h da vevañ atav en dudi hag el levenez. Siwazh, ne voe ket an
traoù evel-se !
DONA ANA. - Tavit, don Diego ; ur pec'hed eo din chom amañ ouzh ho selaou. N'hellan ket ho
karout. Feal e tle chom un intañvez d'an hini a zo en toull-bez. Ma oufec'h pebezh karantez en doa
don Alvar evidon ! A ! sur-mat, n'eo ket eñ, deut da intañv, en dije degemeret en e di un itron
kouezhet e karantez gantañ. Feal e vije chomet.
DON JUAN. - Doña Ana, ur ranngalon eo din ho klevout o komz eus ho pried atav ; m' hoc'h asped,
paouezit a skeiñ ar binijenn-se ganin... daoust ma tellezan anezhi... marteze...
DONA ANA. - Penaos? Liammet e vefec'h ouzh unan bennak gant ereoù sakr ? N' oc'h ket ? Pa
lavarit din komzoù karantez emaoc'h en ho kwir, dirak an Aotrou ha dirazon ?
DON JUAN - Dirazoc'h !... Doue !...
DONA ANA. - Kablus e vefec'h em enep ? Komzit !
DON JUAN. - Nann. Biken ne rin.
DONA ANA. - Diego, petra 'zo ?... Gaou ho pefe graet ouzhin ? Penaos ? Respontit.
36
DON JUAN. - Biken ne rin.
DONA ANA. - Iskis eo, Diego. Goulenn a ran, gourc'hemenn a ran.
DON JUAN. - Nann, ne rin ket, nann ?
DONA ANA. - A ! Setu penaos e sentit ? Ergentaouik e vennec'h bezañ sklav din, neketa ? E konnar
ez in ma ne lavarit ket raktal penaos hoc'h eus gallet ober gaou.
DON JUAN. - Ne gredan ket. Va c'hasaat a reot.
DONA ANA. - Nann, ne rin ket ; en a-raok e pardonan deoc'h ; hogen gouzout a fell din.
DON JUAN. - Arabat deoc'h goulenn : ur c'hevrin spontus eo.
DONA ANA. - Ur c'hevrin spontus ! N'hellan mui padout. Petra 'c'hell bezañ ? Peseurt gaou hoc'h
eus graet ? N'hoc'h anavezan ket. N'em eus ket a enebourien. Den ne c'hell bout enebour din.
Muntrer va fried hepken...
DON JUAN. - (Outañ e-unan.) N'hellan mui kilañ. (Uhel.) Lavarit din, an don Juan kaezh-se a zo
anavezet deoc'h ?
DONA ANA. - Morse n' em eus e welet.
DON JUAN. - Hag ur gasoni didruez a vagit outañ ?
DONA ANA. - Va dlead eo. Hogen setu m' emaoc'h o klask treiñ ar gaoz. Don Diego, goulenn a
ran...
DON JUAN. - Ha m' en em gavfec'h gant don Juan ?
DONA ANA. - Sankañ va c'hontell e kalon ar fallakr a rafen.
DON JUAN. - Pelec'h emañ da goñtell, doña Ana ? Setu va bruched.
DONA ANA, o sevel. - Diego !... petra ?...
DON JUAN. - N'on ket Diego, Juan ez on.
DONA ANA. - N'hall ket bezañ !... N'on ket evit krediñ.
DON JUAN. - Don Juan ez on.
DONA ANA. - N'eo ket gwir.
DON JUAN. - Lazhet em eus da bried, ha n'em eus ket keuz, ha n'em eus ket morc'hed.
DONA ANA. - Petra 'glevan ?
DON JUAN. - Don Juan ez on, ha da garout a ran !
DONA ANA. - Pelec'h emaon ?... O vervel emaon...
DON JUAN. - Arabat dit spontañ... emañ da Ziego, da sklav e-harz da dreid.
DONA ANA, gwan he mouezh. - Kit kuit... va enebour oc'h... diganin hoc'h eus lamet kement tra.
kement tra a zo er vuhez...
37
DON JUAN. - Plac'h tener, darev on da c'houzañv kement a gari evit an droug am eus graet.
Gourc'hemenn ma varvin, hag e varvin... Gourc'hemenn ma vevin, ha ne vevin nui nemet evidout...
DONA ANA, gwan atav. - Setu penaos eo don Juan, neuze ?
DON JUAN. - Lavaret eo bet deoc'h e oa un hailhon euzhus, neketa ? A, doña Ana, n'eo ket gevier a
zo bet lavaret deoc'h. Sammet gant an droug eo va askre skuizh . Hogen adal m' em eus ho kwelet
emañ kemmet pep tra ennon. Hañvalout a ra din emaon o paouez bezañ ganet d'ur vuhez nevez ; en
ur garout ac'hanoc'h, ar c'hlanded a garan ha war va daoulin e stouan dirazi en ur grenañ.
DONA ANA. - A ! gouzout a ran, helavar eo don Juan ; yud ha gwidreüs eo. Un dizoue ne doc'h
ken, un den hep feiz na reizh, ur gwir ziaoul, sed a lavarer. Pet maouez paour hoc'h eus kaset d'o
c'holl endeo ?
DON JUAN. - Betek-hen n'em eus ket karet unan, ha pa ve unan hepken.
DONA ANA. - Krediñ a rafen-me ez eo ar wech kentañ e c'hoarvez da zon Juan kouezhañ e
karantez? Nann, va zouellañ a glask, va zouellañ a fell dezhañ !
DON JUAN. - M'am bije klasket ho touellañ, hag eñ em bije anzavet piv ez on? hag eñ em bije
diskleriet va anv, a gesait kement ? Un taol-yud eo, a gav deoc'h ?
DONA ANA. - Piv a oufe lenn en ho kalon ?... Hogen penaos hoc'h eus kredet dont betek amañ ?
Aes e vije c'hoarvezet da unan bennak ho kwelout ha neuze e oa tonket deoc'h mervel.
DON JUAN. - Petra 'vern ar marv ? Diglemm e rofen va buhez evit ur predig dudius en ho kichen.
DONA ANA. - Ha penaos e reot evit mont kuit, den dievezh ma'z oc'h ?
DON JUAN, o pokat d'he dorn. - Teurvez a rit kemer preder gant buhez Juan gaezh. N'eus ket a
gasoni ez ene flour, doña Ana ?
DONA ANA. - O. ma c'hellfen ho kasaat !... Ret eo kimiadiñ...
DON JUAN - Peur en em welimp ?
DONA ANA - N'ouzon dare. Ur wech all.
DON JUAN - Warc'hoazh ?
DONA ANA - Hogen... pelec'h ?
DON JUAN - Amañ.
DONA ANA - A, don Juan ! Gwanat kalon va hini !
DON JUAN - Pardonet hoc'h eus din, neketa ? Neuze, evel arouez peoc'h, ur pokig...
DONA ANA - Kit kuit, poent eo.
DON JUAN - Unan hepken, ur pokig yen.
38
DONA ANA. - N'heller ket kaout an disamm diouzhoc'h. Ma !... Setu !... (skeiñ a reer ouzh an nor)
Petra eo ? Tec'h buan, Juan.
DON JUAN. - Kenavo, va mignonez, kenavo ! (N'eo ket aet mat er-maez, evelkent, ma tistro en ur
youc'hal.)
DONA ANA. - Petra 'c'hoari ganit ?
(Delwenn ar c'homandour a zeu tre. Dona Ana a laosk ur garm hag a gouezh semplet.)
AR C'HOMANDOUR, da zon Juan. - Deut on, p' ac'h eus va c'houviet.
DON JUAN, doña Ana gantañ etre e zivrec'h. - Doña Ana !... Jezuz !
AR C'HOMANDOUR. - Taol anezhi amañ. Echu eo. Krenañ 'rez, don Juan.
DON JUAN. - Me? Ne ran ket. Da gouviet em eus ha laouen on ouzh da welout,
AR C'HOMANDOUR. - Ro din da zorn.
DON JUAN. - Setu !... A ! pegen spontus eo, stardadenn da zorn maen. Lez ac'hanon, lez va dorn...
Kollet on... Ya, echu eo. A ! doña Ana !... (Steuziañ a ra don Juan ha doña Ana. Ar c'homandour
hepken a chom.)

POUCHKIN,

39
Prederouriezh

Kudenn ar Brederouriezh Kristen

Daoust hag ez eus ur Brederouriezh kristen ? Mar grit ar goulenn-se ouzh Katoliked pe
Nann-katoliked e vo respontet deoc'h a du, gant an eil re hag ar re all. Met war ar penaos hag ar
perak ne vo ken o asant an hevelep hini. Zoken e-touez ar Gatoliked e vo degaset menozioù
disheñvel.
1. Mar tigorer ul levr-istor eus ar Brederouriezh, e vo merket deoc'h ledan lec'h ar
Brederouriezh kristen. Adalek amzerioù kentañ ar Gristeniezh e weler prederourion a-ouenn pe a
vicher, o tiskleriañ d'an dud a ziavaez, diazezoù poellek o c'hredenn, pe kenson o feiz gant preder
reizh ar spered-den. Adal Justinus pe Atenagoras e c'heller komz gant gwirionez eus ur
Brederouriezh kristen.
War o lerc'h e teuio tadoù bras an Iliz, evel Origenes, Aogustinus, Basileus, o deus
diskouezet diwar bouez o feiz, ur spered nevez en istor ar soñjoù, daoust dezho bezañ bet levezonet
gant kelennadurezh ar furnez kozh, gant ar Blatonadegezh dreist-holl. E-pad ar c'hantvedoù kentañ-
se e chom koulskoude ar Brederouriezh kristen, kentoc'h ur furnez eget ur skiant, ur gelennadurezh
a fell dezhi stummañ holl vuhez an den, ha reiñ he liv da holl c'halloudoù ar spered, oc'h en em silañ
goude-se e kement obererezh. N'en em ziskouez ket c'hoazh dindan doare ur skiant rik.
Tamm ha tamm e teuio da gemer ar stumm-se e-kerz ar Grenn-Amzer. Levezon an
Aristoteladegezh a raio se. Adal neuze e vez resisaet gant ar soñjerion gristen, lec'h ar
Brederouriezh e-keñver ar feiz, merket ar gwirionezioù a c'hell diskleriañ spered Mab-den anezhañ
e-unan, ha graet enklask warno e stumm tezennoù, gant poellatadurioù ar sklaerañ ar gwellañ.
Diazezet da vat eo neuze ar Brederouriezh kristen, ha kenderc'hel a raio gant muioc'h pe
nebeutoc'h a splannder o tisplegañ ar c'helennadurioù a-wechall hervez ezhommoù nevez ar
speredoù.
2. Met klasket e vo gant gwir abeg, petra o deus degaset nevez ar Brederourion gristen ?
Marteze kudennoù dezho e-unan, marteze ivez respontoù nevez d'ar c'hudennoù kozh? Sur mat.
Kement se a c'hellomp envel gant gwir abeg Prederouriezh kristen.
40
An doktored kristen o deus bet o menozioù-int. Daoust d'an disheñvelderioù a c'heller anataat
kenetrezo, e tleer muioc'h c'hoazh, diskleriañ o c'helennadur kumun, merkañ an tezennoù nevez a zo
o lodenn dezho.
Gant o feiz e veze miret outo a vont-dont, en arvar, diwar- benn Doue, tonkadur an den,
natur an ene, h. a. Biskoazh ne oa bet displeget evel ganto; bezoud (existentia) un Doue didermen,
diforc'het diouzh ar bed, un Doue personel, rakweler. Nag ar grouadelezh diwar an netra, na
speredelezh an ene, nag e zivarvelezh. War ar c'hudennoù-se end-eeun n'o doa gouezet an Doktored
pagan nemet nebeut a dra : Doue a oa pell evito ha brumennek ar soñj a c'hellent tizhout anezhañ, e
lec h ma oa tost dezho ar bed hag an den ; pal uhelañ o frederouriezh a oa eta merkañ d'an den hent
ar ouiziegezh hag an evurusted, o c'hortoz arvar ar marv.
Ar c'hudennoù dilezet end-eeun gant ar Baganed eo bremañ evit ar Gristenion ar re garetañ,
ar re studietañ. Dilec'hiet eo bet ganto ahel ar Brederouriezh. E lec'h bezañ gant natur ha buhez
Mab-den, emañ gant Doue ha keñverioù Doue gant ar bed. N'eo ken ar bed tra ennañ e-unan, a
c'heller studiañ evitañ e-unan, a zo an doueelezh evel an ene anezhañ. Nann. Ar bed a zo bremañ
gwelet diwar sklerijenn Doue evel tra diforc'het dioutañ ha krouet gantañ. N'eus nemet un Doue,
hag an Doue-se eo ar peurvoud, krouer pep tra, setu aze diazez pep prederouriezh kristen, hag an
diazez-se n'eo ket gant Platon nag Aristotelez e vefe bet roet, met gant Moizez ha Doue e-unan, o
lavarout « Me eo an hini a zo ».
Ne vo ket ken chalet bremañ ar gristenion da c'houzout pere eo elfennoù ar bed : ne dalv ket
kalz diouto bezañ nec'het gant se. Techet e vezint kentoc'h da vont war an Dregorfoniezh, a zo
ezhomm anezhi evit diskleriadurioù ar feiz. Aze e vo dizoloet traoù nevez, evel anien ar
bersonelezh, an diforc'h etre anien ha bezoud (essentia et existentia).
3. Tu a zo da vont c'hoazh pelloc'h ha donoc'h war gudenn
ar Brederouriezh kristen. N'eo ket awalc'h lavarout ez eus ur Brederouriezh kristen, ret eo klask ar
perak hag ar penaos anezhi. Abeg ar Brederouriezh kristen a zo evit ar Gristenion o c'hristeniezh
hec'h-unan.
Met da veizañ gwelloc'h an dra-se, notomp da gentañ kement-mañ.
E touez ar gwirionezioù diskuliet dimp gant Doue ez eus gwirionezioù a zo naturel anezho
o-unan, ha reoù all n'int ket. Ar re gentañ a c'hello bezañ danvez evit ar Brederouriezh kristen, a
c'hello dont a-benn d'o anataat ha d'o frouiñ.
41
Ar re all avat a zo danvez d'ar Feizdoueoniezh, n'hellint ket bezañ prouet-rik, met hepken diskleriet
gant ar poell. Evel m' hen diskouez istor ar speredoù er Gatoligiezh, e c'hello eta an doktor kristen o
vont d'an enklask gant e boell, labourat e daou stumm disheñvel da vat, war gwirionezioù an
diskuliadur e-unan.
1° Wat dachenn ar Brederouriezh kristen, evel o tiskenn eus ar feiz war-du ar gwirionezioù
naturel, e klasko anataat ha prouiñ gant e boell, kement eus an traoù-natur a anav e feiz. An doare
kentañ-mañ a zo ar poell o klask en em veizañ dindan sklerijenn ar feiz. Credo ut intelligam ;
diwar sklerijenn ar feiz e komprenin gwelloc'h gwirionezioù ar poell-natur. Ar pezh a gredomp a
glaskomp gouzout, ha mar dint gwirionezioù naturel, e c'hellomp o gouzout, o anataat gant
poellatadurioù (ratiocinationibus) ha prouennoù ;
2° War dachenn ar feiz hec'h unan, e klasko kompren gant e boell ar gwirionezioù
dreistnaturel, o lakaat e boell da sevel war-du ar feiz, o tizoleiñ penaos e rank bezañ traoù 'zo war
dachenn an Dregorfoniezh, evit klotañ gant ar pezh a laka ar feiz da ziarvar. An eil doare-se eo :
Fides querens intellectum, ar feiz o klask en em veizañ. Amañ n'hello ken ar poell dont a-benn da
sevel prouennoù, met hepken diskleriadurioù anataus muioc'h pe nebeutoc'h.
Notomp en em gemmesk aes awalc'h war dachenn an ober, an eil doare hag egile, daoust
dezho bezañ disheñvel en o anien.
4. An doare kentañ, ar poell-natur o labourat war e dachenn dindan sklerijenn ar feiz, setu
doare-meizañ ar Brederouriezh kristen, evel m'eo komprenet a viskoazh gant ar Gatoligiezh.
Prederour pagan ebet n' en doa dizoloet e oa Doue, an Hini a zo ; met ur wech roet d'ar poell gant ar
feiz ar wirionez-se e c'hell spered Mab-den anataat, anezhañ e-unan, ar wirionez-se ; hag evelse evit
meur a hini. Ne vo ken d'ar poell da glask en arvar pelec'h mont. Diskouezet eo dezhañ ar pal
merket; n'en deus ken d'ober nemet klask an hent da dizhout evel ar ouiziegezh eus ar pezh a grede.
Nemet eo ret bepred d'ar poell evit-se chom dindan sklerijenn ar feiz. Anez d'ar feiz, n'hellfe ket
pourchas na dizoleiñ, na brec'hiata ar wirionez-se, met bremañ e c'hell tennañ gant surentez daveti,
holl nerzh e c'hoant, hol ijin e veiz, hag anavout da vat anezhi. Gant ar feiz n'emañ ken an den en
deñvalijenn. Pa lavaromp « gant ar feiz », n'eus da gompren hepken ar feiz marv ha divuhez, a vefe
dija gwelloc'h eget netra, met ur feiz vev kreñvaet gant ar spi hag ar garantez, honnezh eo sklerijenn
wirion ar prederour kristen, sklerijenn ur spered oc'h arvestiñ tan ar bedenn hag ar garantez, hini an
den oc'h en em uhelaat e santelezh e vuhez.
42
Da notañ ez eus , eo bet sent ar re o deus diskleriet ar muiañ difazi, gwirionezioù ar Brederouriezh
kristen : Aogustin, Anselm, Tomas Akuino, Duns Skot.
Sklerijenn ar feiz a chom moarvat ar pezh ez eo, ur sklerijenn dreistnaturel a-berzh gras
Doue : ha sklerijenn ar poell a chomo ivez ar pezh ez eo, sklerijenn ar spered-natur, met er stad a-
vremañ eus an den e ranker kaout sklerijenn ar c'hras evit labour mat egile. Kenvuhez a rank bezañ
etre Prederouriezh ha Feiz. Natur ha Dreistnatur en ene ar C'hristen, evit ma vo gant pep unan
anezho sked ha nerzh.
5. Koulskoude, n'eo ket holl dezennoù ar Brederouriezh a gavfe evelse o sklerijenn e
splannder ar feiz. N'eus nemet hiniennoù, ar re a lakaomp da bennaennoù d'hor prederouriezh. Setu
perak e chom war un dro frankiz gant ar prederour kristen da gaout e soñjou-eñ, e stumm spered,
daoust dezhañ derc'hel start d'ar pezh a zo ret hervez e gredenn. Skolioù prederouriezh a zo er
Gristeniezh. Lakait da skouer an dezenn diwar-benn penn-abeg an hiniennelezh : disheñvel eo ar
respontoù degaset, hep na c'hellfemp lavarout ez a hini Sant Tomas a-enep ar gredenn gristen, nag e
vefe ret ober gant hini Duns Skot eviti chom da vont gant ar feiz.
Er brederouriezh kristen n'eo ket pep tezenn stag-ret ouzh ar feiz. Tezennoù 'zo a dleomp
sellout outo evel stag-mat ouzh hor feiz, evel pennaennoù goulennet a-grenn ganti. Reoù all, hep
bezañ ret d'hor c'hredenn, a hañval kouskoude klotañ gwelloc'h ganti. Ha darn all erfin ez eus
frankiz a-grenn diwar o fenn.
Ha d'am soñj e vefe mat e studi ar brederouriezh kristen, merkañ evelse da bep tezenn, he
notenn e-keñver ar feiz. Hen ober a reomp evit tezennnoù ar Feizdoueoniezh. Perak n'her grafemp
ket amañ ? Se a virfe ouzh hiniennoù da ginnig deoc'h ur benvegad-tezennoù en e bezh, ur stumm-
prederouriezh hepken, evel tra holl-ret d'ar feiz. Er Feizdoueoniezh, merkañ notenn pep tezenn ne
vir ket ouzh ar c'helenner d'ho kenteliañ hervez e soñj. Amañ ne vije ket gwashoc'h kennebeut all.
Hogen an tu a vefe da ziskouez gant lealded ez eus frankiz da soñjal an dra-mañ-dra, da zegas
keñver ha keñver menozioù tud a zo ivez sent, hag ivez doktored eus an Iliz, hag a zo bet trec'h o
levezon e-pad kantvedoù, o c'hortoz ma trec'ho marteze adarre. Al lec'h kentañ roet bremañ da Sant
Tomas Akuinb ne dalv ket da lavarout ne vefe ket da gemer en diavaez dezhañ, ne dalv ket da
lavarout e vefe gwirionez klok, na zoken gwirionez, kement en deus lavaret. Amañ evel e lec'h all, e
c'houlennomp distreiñ d'ur spered a gatoligiezh, d'ur spered a sell evel tra gristen kement a zo tra
reizh er bed, kement a zo tra prizius e teñzor an Iliz adalek hor Salver.
43
Se a virfe un tammig ouzh ar Farisianelezh war dachenn ar Brederouriezh, a zo en em stagañ
ouzh holl soñjoù ur skol evel ouzh soñjoù ret d'ar feiz, en doare na vefe en o diavaez nemet fazi,
amc'houlou, ha sotoni.
Se hol lakafe war an diwall, da chom hep barn re vuan. Hanter kant vloaz 'zo e veze sellet a
dreuz an hini en defe en em ziskleriet a du gant emdroerezh ar seurtou, daoust ma welomp bremañ
ez eus e keñver ar feiz frankiz war an dra-se.
6. An tezennoù pennañ eus ar Brederouriezh kristen evel hon eus notet, eo ar re end-eeun, a
oa chomet kuzh ha dianav d'ar Brederouriezh pagan, ar re diwar-benn Doue hag e natur, diwar-benn
ene Mab-den, e orin, e finvez, e donkadur, orin ha finvez ar bed.
Gallout a c'hellomp eta goulenn daoust hag e c'hell spered an den dont a-benn da veizañ
sklaer awalc'h er-maez eus ar Gristeniezh ar gwirionezioù-natur ar retañ evitañ. Da respont d'an
aters-se, n'eus nemet teurel ur sell war ar pezh o deus dibuneñ eus ar c'hudennoù-se, prederourion
vrasañ ar Baganiezh, evel Platon, Aristotelez, prederourion an Indez. Treuzmeskañ a reont Doue
gant ar bed ; teuziañ a ra ganto personelezh un ene n'eo ket sur e vefe peurbad.
Mar goulennomp eta ouzh ar Brederourion bagan ar wellañ, pere eo o suradurioù, ne vo ket
awalc'h evit bleniañ an den war hent e donkadur. Ar poell-den n'hall ket gant e nerzh-eñ hepken,
anavezout an holl wirionezioù a dlefe gouzout, n'hall ket hen ober na difazi, na klok. Ezhomm a zo
darn poell-den en e labour e-unan, war e dachenn-eñ, bezañ harpet hag ambrouget. An den kouezhet
er pec'hed a zo anezhañ e-unan en amc'houlou ; an den, da lavarout eo an den fetis, ha n'eo ket an
hini a c'hellfemp meizañ en difetis, a zo anezhañ e-unan hep sklerijenn awalc'h diwar benn ar pep
retañ d'e vuhez. Ezhomm a zo dezhañ a-grenn eus un diskuliadur a-berzh Doue.
Peogwir ne c'hell ar Brederouriezh kaout he displegadur klok ha gwir, nemet en aergelc'h ar
Gristeniezh, e tlefe pep prederouriezh, mar deo leal ha reizh, mont war-du ar Gristeniezh-se. Evit
gwir, pep prederouriezh a zo kristen en he c'hoant, pa fell dezhi en em sellout gant lealded.
An den en e natur c'hlan n'eus ket anezhañ. N'eus nemet an den galvet d'ar vuhez
dreistnaturel, kouezhet er pec'hed, an den ne c'hell adsevel nemet gant gras Doue. Ni Kristenion,
ec'h ouzomp mat n'hall ket an den kaout e gempouez zoken war dachenn an traoù-natur, nemet gant
ar feiz ha gras Doue ; gouzout a reomp mat eo kondaonet da c'hwitañ kement esa da sevel d'an den
un ti-annez naturel hepken.
44
Ur brederouriezh denel dizalc'h, na glaskfe ket en em heñchañ war-du un diskuliadur, a zo
faos de jure, hervez mennad Doue, hen gouzout a reomp, peogwir eo galvadenn an den d'an urzh
dreistnatur ur fed n'haller ket e raskañ, ha zoken ar fed pennañ eus ar grouadelezh ; ha de facto, en
efed, ez eo ivez un dra dic'hallus, mar fell da vihanañ d'ar Brederouriezh anavezout ar pep retañ evit
an den. Rak mar mank dezhañ sklerijenn ar feiz, e tastorn adarre an den en amc'houlou diwar benn
ar pep retañ d'e donkadur, n'hall ken kompren an anatadurioù poellek o deus savet gant aked ar
brederourion gristen.
Met, a lavaro hiniennoù, daoust ha n'hellfe ket ur Brederouriezh denel bezañ savet dizalc'h
diouzh ar feiz, en meizel, dialectice ? Nann, ur brederouriezh faos e vefe ha netra ken. Rak eus un
tu n'he defe talvoudegezh ha surentez ebet nemet gant harp sklerijenn ar feiz, ha war an tu all, ne
glaskfe goude-se, nemet dianzav ar sklerijenn-se end-eeun. Ne dalv un dra bennak en meizel nemeit
pa glot ar meizad gant ar gwirvoud. Hag amañ ne rafe ket.
7. Gwelout a reomp eta e dibenn hon enklask pegen don ez a menoz ur Brederouriezh
kristen. Hag ar pezh hon eus lavaret a dle bleniañ en o studi ar re o deus karg en Iliz da blediñ gant
seurt kudennoù, mar fell dezho da vihanañ, bezañ ur wir sklerijenn, ken evit tud an diabarzh, ken
evit tud an diavaez.
Ar Brederouriezh kristen a c'hell hag a dle lakaat war wel diouerañsoù an natur, lodenn ar
fatadurioù en hon anaoudegezh hag en hon obererezh, sempladurezh dibareüs hon natur, he
dic'hallusted da vezañ eviti hec'h-unan ur wir sklerijenn.
Gallout a ra ivez ur seurt prederouriezh, sellout ouzh gallusted un diskuliadur (possibilitas
revelationis). Gallout a ra zoken, evel, m'en deus graet Sant Tomas en e Summa contra Gentiles,
levr. III, dizoleiñ e spered an den, ar c'hoant eus un tonkadur dreistnaturel, eus un evurusted a vije
gwelidigezh Doue e-unan, daoust d'ar c'hoant-se bezañ dic'halloud a-grenn hep gras ha donezon
dreistnaturel Doue.
Evit al labour-se avat, e ranker en em lakaat estr eget war dachenn an difetis, met ren un
enklask war dachenn ar vuhez, mont e-barzh dioueroù donañ an ene.
Pezh 'zo d'ober erfin eo gwelout ar bed en e donkadur hag en e finvez, muioc'h eget ennañ e-
unan. Pezh 'zo d'ober n'eo ket en em serriñ en natur, met en em zigeriñ evit arvestiñ ar dremmwelioù
ledanañ.

Mandez GLANNDOUR.

45
Gwerinoniezh

Ar paper timbr

Tennet eo bet ar werz-mañ eus dornskridoù Pengwern miret e Levraoueg broadel Paris
(Fonds celtique, t. 94, p. 186). An eilskrid a zo bet kaset din gant Herve ar Menn. Un droidigezh
c'hallek a zo kevret gant ar werz en dastumad. La Borderie en deus embannet an droidigezh-se
moarvat e dibenn e levr La révolte du papier timbré. Ar skrid brezhonek a zo bet moulet er
gelaouenn Breiz, d'ar 6 a viz Du 1932.

A-walc'h a werzioù-pobl disaour ha disneuz a zo bet embannet gant kelc'h-gelaouennoù


gouiziek. Ha pa ve bet savet homañ gant Kerambrun pe gant un all par dezhañ, dellezek eo da vezañ
adembannet gant Al liamm - Tir na n-og evit dudi ar re a lenn c'hoazh brezhoneg.
C'hwek ha nerzhus rann-yezh ar werz. N'en deus ket fellet din kemmañ netra er skrid.
Muioc'h a ziaesderioù a zo e-barzh evit al lagad eget evit ar skouarn. Hag ar spered breizhek a drid
er werz- mañ a zo dispar. Peadra a zo anezhañ da reiñ da gompren perak e vez komzet ken dibaot a
wech eus gwerz ar paper timbr. Savet eo bet gant ur gwir varzh, mailh war e yezh ha tamm ebet
mevelaet e galon : daou si fall.
Fañch ELIES.

Petra newe zo en Breis?


Trous a moget zo a leis!

Marc'h ar roue, hag hen kam,


Zo c'houarnet a newe flam,

A c'ha da gass en Breiz Izel


Ar paper timbr hag ar ziel.

C'houec'h kabiten neus Roue Frans,


Tudjentil vras, tud a noblans,
C'houec'h kabiten neus ar Roue,
Da lakat war he hankane (1).

Daou war an dip, daou war ar gouk


A daou all tost da benn e chouk.

(1) hankane, hinkane, gall. haquenée.

46
Skanvan arme neus Roue Frans,
Boezo ket kant livr 'n hon valans !

Ar c'hentan 'nhe doug pavillon


A flourdelizen ar poultron;

An eil neus eur c'hlewe melget (2)


Na na rei droug da den ebet;

An drede neus eur gentrou plous


Ewit kravignat al loen lous

Ar bevare neus diou bluen,


Unan war he dok kabiten.

Unan war he dok kabiten


Hag eun allek (3) drek e skouern

Gant ar bempet ma'n droug louzou (4),


Ar paper timbr, ar ialc'h c'houllou !

Ialc'h ar Roue, don pel ar mor,


Vel an ifern ern bepret dior (5).

An diwean, krog bars al lost,


A zo konduer d'ar marc'h post.

Pebes harnes neus ar Roue!


Pebes noblans ! pebes arme !

Na pa c'harijont da gentan
Gant paper timbret er vro-man,

Waint (6) kempennet gant drulliou,


A treut evel ar c'hoz delliou.

Ho fri wa hir, ho lagad bras,


Ho diojod gwen a kazi noas;

(2) eur c'hlewe melget, ur c'hleze merglet.


(3) eun allek, un all.
(4) droug louzou, drouk louzoù (kv. gall. mauvaise herbe).
(5) dior, digor.
(6) waint, ez oant.

47
Ho dio c'har a wa bijet kleud (7)
Hag ho daou lin skoulmou keuneud.

Mes na waint ket bet pel er vro


Ma voa chenchet hon c'houec'h otro :

Chupen voulons passamantet,


Leroiou sei, hag hi brodet!

Pep a glewe troad olifant


Nevoa prenet hon c'hoec'h krokant.

En ber amzer en hon c'hanton


Ma na voa chanchet ho fesson :

Bizaich ledan, fri liou d'ar gwin,


Daoulagad bian a lirzin,

Kofou kement hag eun donel


Chetu poltred hon c'hoec'h hursel (8).

Ewit ho dougen da Raon (9)


E woe brewet c'hoec'h marc'h limon.

Na pa n'arijent da gentan
Gant paper timbret er vro-man,

Ian Koer a vewe war ar mez,


Doussik, a trankil, en he ez.

Warbenn ma retornjont d'ar ger


A voa bet trubuill 'n hon c'hartier :

D'hon ialc'hijen (10) a voa koustet


Ober kalfatin (11) hon fotret!

Ma mignonet, ma ne ket foz


Ar pez a lavar ar re goz,

En amzer an dukes Annan,


Ne voa ket gret demp er giz-man.

(7) bijer kleud, bizhier kloued.


(8) hursel, urcher (?)
(9) Raon, Roazhon.
(10) ialc'hijen, yilc'hier, 1. yaic'h.
(11) kalfatin, kv. gall. calfater.

48
Yezh

Yezhadur bras ar Brezhoneg


GANT F. KERVELLA
Evel ur gurunenn war labourioù yezhadurourien ha geriadurourien veur ar Brezhoneg adalek
Yehann Lagadeg betek E. Ernod, Fañch Vallée, Roparz Hemon, ez eo bet embannet e ti « Skridoù
Breizh » gant F. Kervella e Yezhadur Bras at Brezhoneg. O tiskouez en he nerzh, en he sklaerder
hag en he gloar Yezh Vreizh. Levr ur mestr oc'h anaout kevrinoù kuzhetañ ar Brezhoneg ha barrek
d'o diskuliañ hep skoazell yezh estren ebet. Hep mar ebet e chomo boemet hag estlammet ouzh un
hevelep labour - klokañ, resisañ ha surañ hini bet embannet biskoazh - kement hini a c'hello her
prenañ hag her studiañ:
Er vurutelladennig-mañ ne fell din merkañ nemet un nebeudig prederiadennoù hag
evezhiadennoù hep klask ober ur studi bizh eus holl gevrennoù al levr dispar-se.
Skrivet eo ar Yezhadur hervez an doare-skrivañ divizet an 8 a viz Gouere 1941, da lavarout
eo e K.L.T.G. N'ouzon ket perak avat e weler skrivet c'hwezadenniñ hep zh e-kreiz ar ger tra m'en
deus an oberour kavet mat stagañ ul lost ouzh furnez, hirnez, h. a. ha skrivañ neuze furnezh,
hirnezh, h. a. M'am eus soñj mat e oa bet embannet gant R. Hemon war Arvor ur studiadennig a-
zivout dibenn ar ger furnez, hag, hervezañ ne dleer ket skrivañ furnez gant zh. Evit gwir en e
c'heriadur e skriv R. H. furnez, hirnez, tra ma ro ez-reizh hiraezh.
N'eo ket din-me abegiñ labour-meur an 8 a viz Gouere 1941; met e-touez an traoùigoù na
blijont ket din tamm ebet emañ ar stumm anvioù. Stummoù evel div, piv, hiziv a gaver da vihanañ
en ur rannyezh bennak: evit anvioù avat; n'her c'haver nep lec'h ebet.

Notenn. - Ar pennad-mañ a zo bet savet un nebeut mizioù a zo, diouzhtu goude ma oa bet embannet
labour Kervella... Rak se e vefe marteze un draig bennak da gemmañ ennañ... Ra zigarezo al
lennerien darn eus ar pezh a zo skrivet...

49
D'am soñj-me e tleer kaout e korn pe gorn eus Breizh-Izel distagadur pep ger adstummet hervez
reolennoù ar beurunvanidigezh. Gwelloc'h war va meno degemer evit liester anv an daou stumm :
anvoù a gaver e Bro-Ouelo (distaget hanvoù) hag anoioù. Tostoc'h e vefe zoken anvoù ouzh ar
gwenedeg hanùeù hag ar C'hembraeg enwau. Ar Gonideg en doa degemeret « hanvioù » hag
hanvoù »; peurliesañ e rae gant « hanvo» en e vibl.
Diskouez a ra splann ur frazenn eus Yezhadur F. Kervella un dra a bouez bras e-keñver
rannyezh Wened : er gerioù kemeret a-hiniennoù ennañ ar pouez-mouezh war an eil silabenn
diwezhañ (p. 49). Daoust d'al lodenn graet da Yezh Wened gant Kervella, e taolenn ar verboù
dreist-holl hag ar raganvioù-diskouezañ, e ranker anzav ez eo aberzet d'ar Yezh Unvan, ha na denn
an doare-skrivañ nevez nemet da aesaat da Wenediz an deskiñ ar C'h. L. T. Me avat ne gredan ket e
vefe diskoulmet evit mat kudenn ar Gwenedeg. Ha techet e vefen kentoc'h da implijout evit ar
Gwenedeg hepken ar « zh » a vo, d'am meno aesoc'h da gelenn e Bro Wened eget e K. L. T. ( Ar
pezh a skrivan amañ a zo ur menoz personel ha ne glaskan ket lakaat ar re all d'hen digemer. Setu
perak ec'h implijan er pennad-mañ an doare skrivañ peurunvan.).
Distroomp bremañ d'ar Yezhadur. O vezañ m' eo skrivet penn-da-benn e Brezhoneg ez eo
evel ur vengleuz pinvidik a dermenioù-gramadeg ha n'eus forzh piv a vo barrek da gelenn ar yezh
war-eeun hep kaout ezhomm eus yezh Pariz. Hag a-hend-all o vezañ m'eo klokañ labour war
frammadur ar Yezh, e ranko an holl tremen drezañ evit anaout ha barn ar Brezhoneg - zoken
enebourien : ur gwall-binijenn evito !
N'am eus ket da varn an urzh heuliet gant an oberour : Reizhskrivadur ha distagadur, ar
C'hemmadurioù, ar Verb, an Anv-kadarn, Raganvioù, Anvioù-gwan hag Adverboù, ar Gerioù-harp,
Kevreadur al lavarenn, ar Stummañ-gerioù. Talvoudusañ pennadoù eo ar re a studi ar Verboù, ar
C'hemmadurioù ha Kevreadur al lavarenn. Marteze e vo kavet diaes ar pennad diwar-benn an
distagadur keñveriet ouzh ar reizhskrivadur : labour ur yezhoniour ez eo kentoc'h eget labour ur
yezhadurour, gwir eo, met bras-meurbet ez eo e dalvoudegezh e-keñver amzer-da-zont ar yezh.
N'eus nemet meuleudioù da reiñ da daolennoù ar c'hemmadurioù. Aesaet-kenañ e vo labour
ar gelennerien ganto. Kavet en deus an Ao. Kervella an tu da glokaat roll ar c'hemmadurioù
anavezet betek-ken. Meur a hini, a dra sur, a zo en em gavet souezhet eveldon-me o lenn (p.100) e
tleer ober kemmadurioù blot goude an niver-daou gourel, war skouer daoulagad vras, daoulagad
vihan. Dav eo din anzav emañ ar wirionez gant F. Kervella.
50
Graet em eus un enklaskig war ar poent-se hag unan bennak, goude lavarout daoulagad glas ar wech
kentañ, a zo chomet en arvar an eil gwech ha kroget neuze da lavarout daoulagad c'hlas; ne ouie ket
mui penaos lavarout dre just. Evit an niver-daou gwregel, avat, ne glot ket giz ar vro-mañ (bro-
Dreger) ouzh hini F. Kervella : divskouarn vras a zistager.
Evit pezh a sell ouzh dour zomm ha dour c'hlouar ( p. 96) ez
on techet da gemerout an daou stumm-se evel stummoù trefoet.
A-raok degemer ar c'hemmadurioù-c'hwezh-se evel kemmadurioù reizh e vefe bet mat ober un
enklask dre ar vro a-bezh.
Ne gav ket din ivez e rankfed degemerout kemmadurioù evel he holl feadra e-lec'h he holl
beadra (p. 97).
E-keñver reizh ar ger amzer (p. 99) setu amañ peadra ez eo gwregel ar ger-se evit gwir :
homañ eo hoc'h amzer ? a zo un dro-lavar implijet meurbet. Ha neuze ur c'hrennlavar :
Div, teir amzer en deus an den
Ha n'int heñvel 'n eil ouzh eben

Teirvet kevrenn al levr, diwar-benn ar verboù a zo da veuliñ penn-da-benn; ha klokaet eo en


un doare dispar gant studi an araogennoù a ya da heul verboù 'zo. (p. 341).
Marteze kouskoude e vefe un dra bennak da rebech d'an oberour e-keñver ar furmoù dic'hour. P'e
weler o sellout kemmadurioù e-giz dour zomm evel kemmadurioù reizh, ne gomprener ket perak
n'en deus ket graet meneg ebet eus ar stummoù dic'hour gant araogennoù bet diskleriet ken splann
gant an Ao. Faye e « Feiz ha Breizh ». Stummoù evel eveldor an-unan a zo ur binvidigezh d'ar
yezh. Rak-se, ur fazi a ra an Ao. Kervella pa skriv (p. 245), ur seurt goulenn a reer outañ e-unan
pa zlefe skrivañ ur seurt goulenn a reer ouzhor
an-unan pe da vihanañ ur seurt goulenn a ra an den outañ e-unan.
Peogwir emaon gant ar verboù, e vennan merkañ ar fazi a gaver, d'am meno, er bajenn 391.
D'ar goulenn : Ober a reot ar pezh labour-se ? e responter : Grin pa oa dleet respont Ya
hepmuiken. Un taol-dievezhted n'eo ken, rak displeget mat-tre eo reolennoù ar goulennata hag ar
respont er bajenn 247.
Daoust d'ar pezh a lavar oberour ar Yezhadur er bajenn 260, § 433 h.a., .e klever ivez e hini-
eñ.
Evit niveriñ (p. 264) ez eo bev-tre c'hoazh stummoù evel pemp kant warn-ugent e-lec'h
2.500.
Er bajenn 305, e vefe mat lakaat laouen o e-tal laouen da, daoust ma' z eo disheñvel un
tammig ar ster. Da skouer laouen on d'ober se ha laouen on o tegemenn deoc'h.
51
Ret e vefe skrivañ (p. 313) an neizheur ha n'eo ket neizheur hepken. Troioù evel disul
diwezhañ pe disul kentañ (disul gentañ zoken) n'int ket dizanav d'ar bobl.
Kammed a yafe brav-mat e-kichen morse (p. 316-7) ha c'hoazh ma vefe barnet o
zalvoudegezh vrezhonek diouzh o orin, n'on ket sur ez afe ar maout gant morse !
Mont davet (p. 339) a zo mont war-du, mont da gaout; mont davit a zo mont da gerc'hat.
(Cf an notennig staget ouzh ar pennad-mañ.)
An nep piv bennak a c'hoantaio skrivañ hervez ijin ar yezh a vo mat dezhañ ober e vad eus
kement a zo displeget adalek ar bajenn 389 betek ar bajenn 422. Lennet hag adlennet ar
skrivagnerien ar pennad diwar-benn Kevreadur al Lavarenn hag e welint o doare-skrivañ o
souplaat hag o wevnaat en un doare marzhus.

Ur wech koulskoude ez eo aet F. Kervella, d'am meno, a-enep da ijin ar brezhoneg. Penn-da-
benn e Yezhadur e kaver dindan e bluenn evel ma e-lec'h evel pa. Ret eo diskoulmañ ar gudenn-se
evit mat. Kaout a reer alies-alies, e skridoù mistri ar yezh evel R. Hemon, Jakez Riou (Doue d'e
bardono), Abeozen, Youenn Drezen ha zoken en oberoù ur skrivagner all ken tost d'ar bobl evel
Yeun ar Go ar stumm evel ma. Ar stagell gevrennek evel pa n'eo ket meneget zoken gant Kervella,
ha koulskoude, n'heller ket lavarout emañ dizanav dezhañ peogwir he c'haver implijet er bajenn 98 :
am anv-tra mein a zeu alies da vezañ ar vein EVEL PA vije un anv-tud. E gwirionez, ar stumm
EVEL PA eo ar stumm reizh nemetañ.
Ar wir skrivagnerien bobl ne faziont morse. Setu amañ div skouer tennet eus Bleunioù ar
Garantez, romantig koant Koulmig Arvor adembannet gant Gwalarn en e niverenn 59 : evel pa vije
'(Doue) o tiarbenn he c'hoantegezioù (p. 16); evel pa n'en dije ken gwir da dostaat (p. 17).
Gwenediz ivez ne faziont ket war an implij reizh eus evel pa : gwelout war-se Gramadeg A.
Guillevic ha P. Le Goff, p. 120.
Klotañ a ra c'hoazh evel pa gant ar c'hembraeg lec'h ma kaver en hevelep degouezhioù fel
pe bai. Dija e oa bet tamallet e Studi hag Ober da oberour Itron Varia Garmez an ober direizh-se eus
evel ma e-lec'h evel pa (S. hag O. n. 16, p. 31). Evit gwir he deus ar stagell pa anezhi dre natur ur
stagell-amzeriañ, un dalvoudegezh-divizout alies ivez o kevezata gant ma. Na pa vefen !
Gwenedeg pa zehé, petra e hreheh mui? (Gilevig, Ar Gov p. 118). Kembraeg : petawn, pebawn.
Ret eo eta digemmañ evel pa diouzh evel ma.
A-raok echuiñ gant va fennad-burutellañ, ne din ket da dabutal diwar-benn reizh ar gerioù
arouez, giz lakaet gourel gant an Ao. Kervella. Evidon-me ez int gwregel hag e skrivjen an arouez
wellañ, ar c'hiz.
52
Met anzav a raio an holl a-gevret ganin n'eus bet biskoazh e yezh ebet ul labour ker kaer
diwarbenn ar brezhoneg. Ha kaerañ labour diwar-benn hor yezh a zo bet savet en hor yezh end-
eeun! Levr-diazez kement studi a vo graet diwar-benn lavar Breizh-Izel e vo ; ul levr a ra enor d'an
hini en deus e savet, enor d'ar voulerien galonek o deus roet dimp ur mouladur disi koulz lavarout.
Un testeni groñs a-enep d'ar grakaotrounez-se hag a gred diskleriañ e pep degouezh, pe skrivañ gant
ur bluenn soubet el liv gallek duañ ha trenkañ n'eo ket gouest ar Yezh Vrezhonek da vezañ ur
benveg a gelennerezh, ha n'eus ket enni danvez oberoù uhel!
Evito ez eo tonket ar yezh da vervel, ha ne dalv ket ar boan goulenn ma vefe lakaet war roll-studi an
danvez-bachelourien rak ne vije ket nemeur a gelennerien barrek d'he c'helenn er skolioù : Ni, avat,
gant ur fiziañs divuzul en amzer-da-zont hor yezh hag en he galloud, a c'hell tañva ar mel dudius n'
hell ket ar Vrizh-Vrezhoned-se tennañ eus o « levrioù kozh » poultrennek. Dimp-ni e vo ar garg da
gelenn hor pobl en he yezh ha dre he yezh.

M. LE CLERC.
Notenn. - Me a gav din ez eo re ziwezhat kondaoniñ troioù-lavar evel ar re-mañ (Nnn 775, p. 406,
evezhiadenn). Ar skritur-Sakr a laver penaos Doue, goude bezañ krouet ar bed, a ziskuizhas d'ar
seizhvet devezh...
Gwir eo e vez graet re alies gant ar « penaos » -se, met kozh-awalc'h ez eo an implij anezhañ. Setu
amañ tennet eus Geriadur Gregor a Rostren (embannet er bloaz 1732) ur frazenn bennak diwar an
Aviel : An Avyel a ziscleri deomp PENAUS nep en hem iselay a vezo huellaët (Cf. p. 505 dindan ar
ger « humilier »).
Gwelet em eus « PENAOS » zoken dindan bluenn L. Herrieu... Koulskoude e tleer aliañ ar
skrivagnerien d'en em ziwall muiañ ma c'hellint diouzh an implij re stank eus « penaos » evit stagañ
un islavarenn ouzh ar verb diskleriañ. Frazennoù evel homañ : « lavarout a reas din penaos e dad
a oa bet gwechall e Madagaskar
a zo ponner ha divuhez met n'int ket direizh...

53

Anvoù-lec'hioù Breizh-Uhel

Ul labour talvoudus-tre ha koustiañsus-meurbet diwar-benn anvoù-lec'hioù Breizh-Uhel a oa


bet embannet war niverennoù diwezhañ SAV (1) e-doug ar brezel. Diaes e oa, hep mar, gwiskañ,
d'an anvoù-lec'hioù-se ar stumm o devije kemeret ma vije bet kendalc'het da gomz brezhoneg er
rannvro diberc'hennet gant ar romaneg ha daoust ma c'hellfed chipotal evit meur a c'her, e tleomp
meuliñ Teofil Jeusset evit e onestiz, e basianted hag e ouiziegezh, rak danvez fonnus en deus
dastumet ha kroueriet. Ur vammenn a anaoudegezh en deus bet ankounac'het siwazh : ar brezhoneg
bev, rak estreget evit St Brieg, Roazhon, Pariz, Dukark, an Naoned o deus brezhonegerien Breizh-
Izel gerioù da envel kêrioù ha bourc'hioù ar broioù-krec'h, dreist-holl ar re a zo a-hed bevenn an div
yezh. D'am soñj e vefe mat ober un enklask war-se penn-da-benn linenn an disparti adalek Plouha
betek Damgan. Meur a lizher am eus skrivet da gaout sklerijenn met n'em eus bet biskoazh respont
ebet. Rak-se e vo ret d'an neb a fello dezho ober an enklask-se bale ha goulennata an dud pe en em
glevout gant brezhonegerien all a youl vat o chom evit ar muiañ war riblenn ar galleg.
Setu amañ bepred, da c'hortoz gwelloc'h ha klokoc'h roll ar pezhig am eus dastumet evit
departamant Aodoù-an-Hanternoz. (Ur fazi bennak a c'hell bezañ e-barzh.) Merkañ a ran da gentañ
an anv e galleg ha neuze an anv e brezhoneg hervez an distagadur klevet ganin - hep mennout reiñ
ar stumm a dlefe kemerout e brezhoneg unvan - hag ivez, etre krochedoù, pelec'h em eus dastumet
anezhañ. Al lizherennoù tevoc'h a verk ez eo pouezmouezhiet ar silabenn, nemet ne reomp ganto
nemet pa c'hell bezañ arvar ha... pa vezomp-ni sur hon-unan.
Dre ma kaved aesoc'h ez eo bet heuliet ar gartenn-zouaroniezh eus an hanternoz d'ar
c'hreisteiz, Gant ur gartenn Michelin pe gartenn Almanag ar Post e vo aes-tre heuliañ ac'hanomp.
(1) S. o. pajenn 56.

54
St-Quay-Portrieux = St-Kae Porz Oluod (Gouelo, Kemper-Gwezenneg, St-Jili ar C'hoad)
Plourhan = Plourc'han (»)
Etables = Stol (»)
Lantic = Lañtig (»)
Ntre-Dame de la Cour = Itron Varia Lez (Lañlon, Tresignë)
Treguidel = Tregidel (Quemper-Gwezenneg)
= Treugeudel (Lañlon)
Binic = Binig
Pordic = Porzig
Trégomeur = Tregomeur ha Tregoñmeur
Trémiloir = Tremeloar ha Treumeloar
Plérin = Plerin (Gouelo, Pontrev)
Châtelaudren = ar C'hastell
Plélo = Pleuloc'h (Kemper-Gwezenneg)
= Peurloc'h (St-Yann Kerdaniel)
Plouagat = Plagad
Plouvara = Plouvara
= Ploufara (Lardon)
Boqueho = Boska (St-Jili ar C'hoad, Kemper-Gwezenneg)
Cohiniac = Koc'hiniag (Landoreg)
Plaintel = Plenten (St-Konan)
Le Leslay = al Lec'hlae (St-Konan, Senon)
St-Gildas = Zeltaz (»)
Le Vieux Bourg = Bolc'h-Kintin (»)
St-Bihy = Zan Bic'hi (»)
Quintin = Kintin
St-Brandan = Samdan (St,Konan, Senon)
Lanfains = Lañfeun (»)
Forêt de Lorges = Forest Lorj (»)
La Harmoye = Lac'harmoed (»)
Bodéo = Bodeo
Cartravers = Kartrave (St-Konan)
St Martin-des-Prés = St-Varzin (St-Jili, Plijo)
= St-Martin (St-Vaeg, Korlae)
Allineuc = Alineug (Korlae)
Le Haut-Corlay = ar Goz-Korlae (»)
Petit-Paris = Pariziz (»)
Porte-au-Moine = Porz Uénêc'h, d.l.e. Porzh-ar-Venec'h(Korlae)
Merléac = Merleag (»)
Uzel = Uzel (»)
St-Mayeux = Zant Vaeg (»)
Le Quilio = ar C'hilio, ar C'hiliaou (»)
St-Gilles Vieux Marché = Jañjeuli C'houarc'had (»)
St-Thelo = Zanteulo (»)
St-Caradec = Zant Karadeg (»)
St-Guen = Zant Uen (»)

55
Notennoù :
1. - An divlizherenn ae a zo da zistagafr ê, 'vel e laezh, hervez
doare-distagañ Treger-Kernev.
2. - Meur a hini a vo bet souezhet o welout ar ger uénèc'h. Ranket hon eus amprestañ skritur ar
gwenedeg da lakaat sklaeroc'h an traoù. Ar yezhoniourien a vicher a c'hello ouzhpenn eveshaat ouzh
ar c'hemmadur M/U : uénèch e-lec'h venec•h. Ar venec'h-se eo o deus bet savet parrez St-Varzhin,
'lec'h ma kaver bepred ar prioldi. Brudet eo Porzh-ar-Venec'h (etre St-Varzhin ha Merleag) en
abeg d'ar foarioù a reer eno.
KLERG.

57
ANVIOU-LEC'HIOU BREIZ-UHEL

KENTSKRID

Kavet e vezo el linennoù-mañ da heul kendalc'h ar studia- denn embannet er gelaouenn SAV, eus an
niverenn 27 d'an niverenn 31 ( Nevez-Amzer 1943 - Nevez - Amzer 1944) (1) , gant leizh a
reizhadennoù, a notennoù nevez hag ur stagadenn fonnus.
Ma c'hoarvezfe gant al lennerien kavout faziennoù pe abeg el labour-mañ, ra vezint truezus ouzh an
oberour a rankas e adsevel penn-da-benn hep levraoueg ebet hag en dienez a bep tra, goude ma voe
laeret digantañ e baperoù da vare an darvoudoù skrijus eus ar bloaz 1944.
Spi en deus, koulskoude, daoust pegen diglok e vefe e labour e vo talvoudus evit istor,
lec'hanvadurezh ha lennegezh Vreizh.
MAMENNOU NEVEZ
Levraoueg dre vras : A. Dauzat, « La Toponymie Française », 1939 (meur a anv galian-romanek
na gaver ket e levr d'Arbois de Jubainville a zo displeget eno).
Levraoueg a-zivout Breizh a-bezh : Dom Morice « Preuves pour servir à l'Histoire de Bretagne »
(meur a ziell gozh a zo moulet eno).
(1) e gwerzh, 50 lur pep hini.
REIZHADENNOU

Acigné, R. Aginieg A zo reishoc'h. Lakaat e- keñver « Guignac » (gwechall «


Aguignac »), kêriadenn e parrez Morzet, 12 kilometrad e tu
mervent eus Roazhon. - Bourc'h Aginieg a zo da 13 kd e tu ar
reter eus ar gêrbenn.

Aigrefeuille, N. Egretouilh Hervez lezenn an amprestadennoù latin er yezhoù breizhek e


teu A da E e penn ar gerioù. E-keñver ar gourfennger lakaat ar
Fouilhez = *Foliada,. M. .R. B.

Aucaleuc, S. M. Askoleg Ar ger askol a oa gwechall oskal.

Oscalloc = Askoleg.

Bouexière (la), R. Beuzaer An dibenn-ger latin -aria a zeu ua vezañ -aer.

* Pervencaria-(Prinquiau)= Prerenquer (1115).

Bourg-des- Bourc'h- Savet eo ar vourc'h-man a-us traonienn ar Winun


Comptes, R. koum (cumbakoum en hengeltiek Galla).

Caulnes, S. M. Kaon (1) A zo reishoc'h. - Ar vartezeadenn * Calinius (fundus) a zo


harpet war « Chalagnac » ha « Chaligné » = Caliniacum, T. F.

Chapelle-Chaussée Chapel- Calceata a vije deut gwirheñvel * Kalzez e brezhoneg.


(la) S. M. Galzez (ar)

Châteauneuf- d'I.- Kastell-Noez Keñveriit ouzh Lanoes, IXet ktd (Lanoez-meur) ha Lannoez,
et-V., XIIIet ktd (Lanoez-Bihan).

S. M.

Clayes, R. Kleuz Cleus, turm gozh meneget gant Bossard.

Combourg, D. Komborn * Cumba-borna = eienenn en traoñ pe

* Comboronate = lec'h fardellek.

Cornillé, R. Kornelieg a vije gwelloc'h.

Crehen, S. M. Kerhan a vije reishoc'h. - Han, anv ur sant a gaver e Trehan (Bro
Leon).

Epiniac, D. Spinieg a hañval bezañ ar furm reizh rak implijet eo bet a-wechoù ar
gourfennger acum evit anvioù-gwez.

S.o. Dauzat, T.F.

Erbrée, R. Ervoreg * Arboreadum. (Sellit ouzh an notenn a-zioch homañ).

(Gwizurieg)

Escoublac, N. Eskoubleg * Scopilacum. - « Escublac », kreisteiz Bro-C'hall, a oa


gwechall Escuplac T.F. - Touellus eo bet an anv-se evit ar
skrivagner brezhon hag a vennas gwelout ennañ ar ger «
eskob ».

(1) Kartenn R. Delaporte.

58

Fay-de-Bretagne, Faou-Naoned A vije gwelloc'h o vezañ ma teu an anv-se eus Fageus, A.D.
N. (ar)

Feins, R. Fens Keñveriañ ouzh « Lanfains » etre Kintin ha Korle.

Fougeray (Le Felgerieg-Meur A vije gwelloc'h peogwir e kaver Felgeriacum en XIIet ktd
Grand-), N. hag a zo ur furm vrezhonekaet-rik.

Fougères, R. Felger * Filicaria. - Hervez lezenn an amprestadennoù latin merket


gant Loth (M.L.B.) e teu I da vezañ E e brezhoneg.

Gaël, S. M. Gwazel A vije reishoc'h. N'ez ket da goll d/z ar brezhoneg.

Guégon, Gw. Gwezgon S. o. an notenn a-zioc'h homañ.

Guenrouët Gweroued A vije reishoc'h gouez da Loth. Teurel evezh ouzh ur furm all
: Guenret, gant strishadur ar silabenn ziwezhañ.

Guichen, S. M. Gwizian A vije gwelloc'h, rak kavout a reer Guithian, anv ur sant
meneget e S.B: - Mouget eo bet ar brezhoneg el lec'h-se er
mare ma 'z ae an th da z ; deut eo da vezañ ch e galleg. A-
hend-hall, kemmet eo bet an dibenn-ger -an e -en dindan
levezon ar galleg.

Hédé, R. Hazou A vije gwelloc'h, rak kavout a reer Hazou, anv-gour e mare
St-Erwan (XIIIet ktd).

Iffendic, S. M. Hifindig A vefe reishoc'h, rak kemmadur ar pouez-mouezh en deus


lakaet an L da gouezhañ. Hilfintic a oa pouezet war ar
silabenn gentañ.

Lamballe. P. Lambaol A vije reishoc'h. Keñveriañ ouzh Lambaol Enez-Eusa.

(B.-U.)

Landéan, R. Landehan-ar- Heñvet eo an anv-mañ ouzh an hini a heul...


C'hoad

Léndéhen, P. Landehan war- Amañ e kaver ur furm lidus eus anv sant Tehan hag a zo
ar-Maez berraet e anvioù-lec'h Kêr-Han, Tre-Han.

59

Laurenan, P. Lokronan (B.- A zo ar furm reizh. Keñveriañ ouzh Lokronan e bro-Gernev.


U.)

Lohéac, S. M. Louzieg Re gozh ar barrez-se a zistage Lözia, gouez d'an Ao. Prand de
la Monnerie. Bez' ez eo un anv heñvel ouzh hini Loudieg,
levezonet diwezhatoc'h gant ar brezhoneg, avat (d o vezañ
kemmet e z). N'eus forzh penaos, Lochiacum a oa ur turm
drefoedachet gant ar galleg, deut en-dro er vro-se.

Loroux (Le), R. Oraour (An) A vefe reishoc'h. Lakait e kemm Oradour e bro-Okitania.

Louvigné-du- Louvinieg Implijet eo dezerz e skridou krennvrezhonek (Ernod).


Désert, R.
(-an-Dezerz)

Mauron, S. M. Maouron Taolit pled ouzh emdroerezh ar ger latin -aura (e brezhoneg
= aour), M. L. B.

Merdrignac, Merenieg Medregnac, 1220. - Mouget eo bet ar brezhoneg er vro-se


kent ma kollas an d e gerioù amprestet digant al latin. Deut
S. M. war e lerc'h, ar galleg en deus miret an d-se hag a gouezh
ivez e Bro-C'hall. Keñveriañ « Meyrinhac », T.F.

Montertelot, Gw. Mouster-Telo « Monter » a zo ur furm strishaet eus monasterium.


Keñveriañ « Montreuil , « Montoir » h. a.

Noé-Blanche (La), Noez-Baen Heñvel eo an anv-mañ ouzh Lanoez-Meur ha Lanoez-Bihan,


R. hogen n'eo ket kammgemeret evit ul lann, rak emañ war
(An) barzoù ar Vro romanek-rik.

Pancé, R. Panzeg Panzego, IXvet ktd, a ziskouez anat e tistage ar Vrezhoned er


mare-se -eg an anvioù latin deveret eus -acum.

Piriac, N. Penkerieg Daou anv disheñvel en deus al lec'h-se e gwirionez : unan


brezhonek (Penn = beg-douar er mor) ; an eil tennet diouzh
al latin (Quiriac : keñveriañ Aula Quiriaca = « Lesguiriac
» e Gwerann, lec'h meneget gant Gregor a d-Tours). I latin a
gemmas en E ez-reizh.

60

Piré, R. Perieg A vefe gwelloc'h abalamour da gemmadur I/E. Ouzhpenn-


se, sellit ouzh Perioc e Plouaergar meneget gant Bossard.

Plancoët, P. Plangoad A vefe reishoc'h rak an anv-mañ a zo da zisrannañ evel-se;


Planum, furm c'hourel eus plana = kompezenn + Koad, un
anv hanter latin, hanter vrezhonek eo.

Plénée-Jugon,P. Plounez-B.U. Lakaat an anv-mañ e-keñver Plounez, tost da Bempoull.

Plerguer, D. Plouaergar Furm reizh an anv-se a oa Aer-car e mare an henvrezhoneg


gouez da Loth.

Plessé, N. Plesez N'eo ket ur plou brezhon. Heñvel ouzh un dibenn-ger


romanek eo Sei. Merkit na gaver ket evit al lec'h-mañ furmoù
kozh skrivet Plou evel ma kaver evit Plougastel B.U. da
skouer. N'emañ ket bourc'h Plesez er rannvro ma kaver enni
parrezioù o teraouiñ gant Plou-. Evel-se, n'eo nemet faltazi
ur skrivagner brezhon ar furm iskis : Plebs qui dieitur Sei.
Ken didalvez hag an hini graet gant ur skrivagner gallek pa
droas hemañ Penpont dre Panis pons, « pont ar bara ».

Plédéliac, P. Ploudeliaw A vefe gwelloc'h hervez menoz Loth. Teurel pled e reer
Landivijaviz eus tud Landivizio, a-hend-all. Stumm gwirion
anvioù ar sent-se a zo, eta, Teliaw, Tiviziaw h. a.

Plestan, P. Plouestan A vefe reishoc'h.

Plumaudan, Plouvaodan A zo ar furm emdroet bete vremañ. Keñveriañ Lanvaodan,


S. M. bro-Wened-Plomaldan (e-tro 1130) a ziskouez e komzed
c'hoazh ar brezhoneg eno.

Quédillac, S.M. Kaezilieg A vefe reishoc'h e-keñver ar soniadouriezh : a a zeu da vezañ


e, hag u en em strisha en i.

61

Quintenic, P. Kinteniz * QUINTINITUS (fundus), Pell amzer e vanas bev ar


brezhoneg er vro-se evit ma vije bet kammgemeret ar
goufennger latin -it (us) evit ar gourfennger brezhoneg ig.

Rezé, N. Raziez A vije gwelloc'h rak deut e vije ar gourfennger -ate da vezañ
-ez (gwirheñvel) e brezhoneg. Raciate a dalv kement ha «
lec'h ar raden » en hengeltiek, M.M. Notennoù, 1946.

Réminiac, S. M. Ruvinieg A vije reishoc'h

Romillé, S. M. Rovelieg A vije gwelloc'h, rak I a gemm en E hag M e V.

Riaillé, N. Reolieg * Regullacum, deveret eus Regulus, a zo deuet da vezañ a


Reillac, Rilhac ha Rilhat » e bro-Okitania (T.F.).

Ruffiac, S. M. Rufieg * Ruffiacum. - Keñveriañ ouzh Rouffiac, ok.

-Pourc'hoad)

St-Gildas-des-Bois, St-Weltaz- Lanpridic a zeu da vezañ Lambrizig, evel Lann-Paol a zeu


N. Lambrizig da vezañ Lambaol. Keñveriañ Brizig (furm reizh, a gav din)
gant (Skav) Bris (St-Viaud).

St-Julien-de- St-Sulian- « Vouvantes » a seblant bezañ an anv hengeltiek vove gant ar


Vouvantes, N. Gwent gourfennger latin -entia. Keñveriañ « Vouvant » ,(Vendée)
Vovent.

St-Malo-de-Phily, St-Malou-Felig * Felicius (locus) = lec'h al levenez. Klotañ a rae mat-tre an


S. M. anv-se ouzh gweledva kaer ar stêr Winun. Dalc'het e voe
betek an deiz ma voe degaset drezañ relegoù St-Malou o tont
en-dro e Breizh (VIIIVet ktd).

St-Mars-la-Jaille, St-Meurzh- Gallia a zo deuet da vezañ un anv-den a gaver e Jaillac «


N. C'hall Jaille » e meur a lec'h eus Bro-C'hall. Tennet eo bet diouti
(Galliacum), bro-Okitania, T.F.

62
St-Meloir-des- St-Melar-en- Bez' ez eo St-Melar (Maglorius er skridoù latin), eil eskob
Ondes, D. Arvor Dol, patron ar barrez-mañ, ha neket St-Melar (« Méloir » e
galleg) priñs eus bro-Gernev, drouklazhet gant e dud.
Touellet eo bet an Ao. Bossard... Lanmeur Melar a zo
Lanveur e bro-Dreger. - Bez' e oa ur manati savet gant
Melar eus Dol; edo, avat, en enezenn Sargia (Sercq), en tu-
all da enez Jerze.

St-Suliac, S. M. St-Suliaw A zo ar furm reizh, gouez d'an Ao. Loth. E rannyezh c'hallek
Breizh-Uhel, e tistager « St-Sulia », treuzskrivet e yezh ar
Stad diwar skouer an anvioù galian-romanek en -AC.

St-Viaud, N. Skavbrizh A zo gwelloc'h, rak seblantout a ra bezañ « gwezenn skav-


briz » marteze : ur wezenn aes da welout a-bell ; ar vourc'h o
vezañ bet savet war un uhelenn dost d'al Loer.

Tinténiac, S.M. Tintenieg A vefe reishoc'h (I o kemmañ en E). Seblantout a ra an anv-


se bezañ deut eus * Quintiniacum. Tanavaet eo bet ar soniad
K, nemetken.

Touvois, N. Tolwae Tollens viam a vije deut da vezañ Tol-wae e brezhoneg, a


gav din. V e kreiz ur ger o kemmañ e W (Darwal = Derval,
Bouwron = Bouvron, IX-vet Ktd). A-hend-all, teurel pled
ouzh kemmadur an anv « veie » (furm reizh galleg Breizh-
Uhel) dindan levezon galleg ar Stad.

Tressé, D. Trezeg Dont a ra an anv-se eus * Tricciacum, deveret eus Triccius,


anv-den latin ; deut eo da vezañ Treyssac, Tressac, Trepsat e
bro-Okitania, T.F. -Ar gourfennger -é a ziskouez e talc'has an
dud da gomz galleg er barrez-se.

Vivier (Le), D. Gwiniaw (gant un N) a zo ar furm reizh (ha gant an dibenn-ger AW e-


lec'h O, evel ma venne an Ao. Loth).

Yvignac, S. Hifiniag S.o. an notenn a-zivout Hifindig (Iffendic). Ret eo mirout an


dibenn-ger -AG en anvioù sent evel-se evit lakaat kemm
etrezo hag anvioù-lec'h romanek en -acum deut da vezañ
-EG.

T. JEUSSET.

64
Un Torkad Gerioù

dastumet gant Yeun TOULHOET

- Berradurioù : Ar C'H Ar C'Hab; K Kemper; D Douarnenez ; G Gwaien ; Pl Plogonneg ; R


Rosporden.
KL KU Kernev Izel, Uhel ; L Leon ; TL TU Treger Izel, Uhel.
- Berradurioù yezhadur evel boaz.

AJINAN v chikardañ, uzañ, taquiner. Tud 'zo a zistag añjinañ. D, K, G.


AJINER g.
AMPANV, ober an ampanv = ober van, ober an neuz. K.
ANJORN g ur gunudenn a vef e troet aes a-walc'h gant ar galleg muffle.
ANJORNIÑ v ober an añjorn. D, G.
ANJORNEREZH.
ATAPIAÑ v mont sot gant un dra bennak ha dreist-holl gant e arc'hant. Dont da vezañ pizh. A
c'hellfe bezañ skrivet marteze ATAPILHAÑ. R.
ATAPIET ag aet pitilh ha pizh-tre gant e wenneien. Kreñvoc'h eo ar ster eget e pizh, kevatal gant
skragn. E Leon ez anavezer ar ger-se : n'on ket atapïet gant an dra-mañ = n'on ket dedennet...
Atapïet eo gant ar c'hezeg. Anat eo eo kar ar gerioù-mañ da atapi, manie, hervez Yeun ar Go. Un
dra bennak o deus ivez da welout gant pitilh, pilh.
BADOUELLET, BADUELLET ag badaouet, trellet. D, KU, TU.
BADOUELLUS ag badaouüs, trellus. Ur ger eus ar rummad bat, bad o gwrizienn. War un dro gant
an div-mañ e tle bezañ ivez div gomzenn all : badouelliñ, v badaouiñ, trellañ ; badouell pe
badaouell ak tra drellus, badaouüs pe batadenn.
BAC'H ag 1. bac'h eo an hent. Un hent bac'h = un cul de sac. 2. ur sal vac'h = une salle
renfermée, a denner fall e anal enni peogwir ez eus re a dud. Kv. bac'hellat, tennañ fall e anal,
bezañ tapet gant ar berr-anal. 3. bac'h eo ar park = n'eus ket ar gwir da dremen drezañ.
BAC'HAÑ v (C'H blot) 1. tapout, pakañ, klozañ, serriñ e-barzh un dra, ul lec'h : kevell da vac'hañ
ligistri (Bilzig) 2. berziañ. difenn an tremen war e zouaroù : bac'het en deus ouzhin = il me
défend de passer, il m'a enlevé le droit de passage.
BAC'HER g garde champêtre. ( Gwitalmeze. )

65
BAC'H gg ur c'hrog ispisial disheñvel, diouzh ar c'hrog-teil L.
BALLOGOU 1 bogues de châtaignes.
BEG TOULL a vez graet eus an hini a ya da gontañ, kerkent ha klevet, ar pezh a zo bet lavaret
dezhañ e sekred.
BELC'HOU 1 nadozioù-pin, briñsoù-sapin: Ivez elc'hoù. D. E Gwaien : barboù.
BEZAÑ OUZH v kaout droug, taeriñ ouzh ub. Ouzh piv emoc'h? Contre qui en avez-vous? D, G.
BEZAÑ A RA pe BOUT A RA. Bez' ez eus e KU.
BEULZ g hag ag droch, skoelf, cheulk, nigaud, benêt: Hounnezh a zo beulz, ne gompren ket mat
an traoù. Ivez BEUZ.
BEURLEG g ur pesk : tacaud G ; moulleg e D.
BISIGOU l brulu, Pl.
BISIG-MEON, bleuñv ar graoñgelvezenn.
BLOGOU l avaloù-pin, Pl.
BLONEGENN gg un tamm koatach a-istribilh ouzh ar sol, da lakaat al lard L ; e KI ez eo anavezet
ar ger dindan ar stummoù bronedenn-lard, bronekenn.
BIDANIG, laouenanig L ; Y. Drezen a implij an anv sidanig, marteze evit ul labous all.
BOKEDOU-KOUKOU l violette K, R ; jacinthe G.
BOKEDOU-DRASK l brulu D, G, K, R. Strakal pe draskañ a reont p'o flastrer. Abalamour dezho
moarvat e vez lavaret : Kerzh da bark pistrakig D, G, evit Kerzh da strakal brulu. - Aet eo da
bark pistrakig = marv eo..
BODENN gg strollad. Ur vodenn dud, ur vodenn dier, ur vodenn wez G, Ar C'h.
BOUETER g prezeb ArC'H.
BOULOU-HOGAN l frouezh ruz ar spern-gwenn. Hogan e Gwitalmeze, bouloù-dogan e Sizun,
digen-dogen tro-war-dro Brest.
BOUT ag chom bout, bezañ bout = chom hep dont a-benn eus un dra bennak. D.
BOUZAR-KLOC'H, bouzar-tre KI. E Gorre-Leon, bouzar-glez, bouzar-gleñv.
BRONDU ag limestra gant ar riv (daouarn, dremm) ; bloñset diwar daolioù KU.
BRUN ag ruz, rouz, pa vez keal eus blev (Leon).
KAEZH ag ne dalv ket hepken paour hogen ivez ker. A-wechoù, pa vez anv-kadarn, e talv kement
ha sot, nay. Nag ur c'haezh : quel niais.
KAC'HALANIG g freluquet G, D.
KALASTRENN gg penn a-dreñv un den D.
66
KAS BORN Born a reer eus an teil hag ar geot a zeu war ar soc'h pa vezer oc'h arat. Kas born a zo
ul labour a vez laosket d'ober gant ar mousig a red a-hed an ant ur vazh en e zorn : ar c'has-born a
vez graet eus ar mousig-se ; dre fent e leverer kazh born. Atav em eus klevet born implijet gant ar
verb kas, morse e-unan. Ale, kemer ur vazh. Me zo 'vont gant an arar ha te 'gaso born din. KI.
E Bro-Leon e klever : kas prennad. (Notenn gant an Embanner : Ernault ha Vallée a ro ar gerioù
karzh prenn (karzh evit skarzh) ha karzhprennat, a zo reishoc'h eget ar stumm leonek roet gant Y.
T.
KAZH-ROUZ anv pe, lesanv ur pesk, roussette. Diouzh an dud, zoken ar merc'hed, pikoù panez
war o dremm, e vez graet kazh-rouz ivez dre fent. D, G.
KEN-HA-KEN rkv e leizh, ur bern, kalz. Plijadur hon eus bet ken-ha-ken.
KER-DU ker-koustus, koustus-kenañ.
KERNEZ gg diouzh an dud, ar merc'hed dreist-holl, e vez lavaret : hounnezh 'zo ur gernez vat ! -
ur vaouez drouk-tre. Ar ster boas a zo anavezet-mat ivez : bloavezh ar gernez. D, G.
KERNEVELL gg furm leonek kernigell.
KESTAD, KEST stumm lies ar ger KASED caisse KI.
KLEMMUSENN gg ur plac'h a vez atav o klemm. D, G.
KLEMMUSER g.
KLEMMUSIÑ y.
KLEMMUSKENNIÑ v L.
KLOK ag l. Mont a ra klok deoc'h = il vous va bien, o komz eus ur gwiskamant. 2. sot, diot. Tud
klok evel ar re-se ne weler ket alies R, K.
KORNILLI l preñved ar c'hoad L.
KOLBORN g meur a duilhenn ed savet en ur bern, heñvel a-walc'h ouzh ul lochenn, Ar C'H.
KOUCH, KOUCHIG, PENN-KOUCH g pilpouz D, G.
KOU(I)GN, KOUILH g ozhac'h, R. PI.
KOUMOUDENN gg plac'h diegus D, G.
KOUSK-AE g ar pennad-kousk goude merenn. Lavaret e vez ivez an ae D, G. Ar C'H.
KRAFAÑ dic'hastañ, fustañ. Roget ec'h eus da vragoù, Perig; te 'vo krafet gant da vamm.
KREIZ ag krenn, etre ; un den kreiz, ur c'hreizden.
KURZHIÑ, KURZHAL bihanaat en ur gomz eus an dud, an traoù, an dilhad. Kurzhiñ a reer dre
ma koshaer. D, G, Pl, Ar C'hastell N.
DAOULANIG g laouenanig.
DAO ger-bugel. Ober dao = skeiñ.
DEGOUEZHOUT klotañ. Ur chupenn c'hlazik ne zegouezh ket gant un tog bigoudenn.
66
DIABAF ag divannnac'h, Leon. E KI divadaou. Divadaouet = divezvet.
DIFRAMMER g concasseur TI.
DIGRIZAÑ v dont da vezañ mat, kuñv (tud) ; flour (traoù). Tennañ al louzoù fall eus an douar.
Leon. Digrizañ an dour= klouaraat R.
DISKRAGAÑ digeriñ bras e zaoulagad pa vezer souezhet. Un den diskraget, KI. E Leon e klever
diskorbellañ. Anavezet eo ivez dislontrañ ha difloupañ.
DISMERAÑ v bouleverser. Dismeret eo bet e zouaroù gant an toull o deus graet ar soudarded.
DISPAC'HADEG gg ur bern traoù mesk-ha-mell.
DISPLEDONI gg viloni falloni (Goelo).
DIVOULLAÑ v adaozañ ar rouedoù G.
DROCHEREZH g.
DROC'HANIG g laouenanig L.
EO pennad-kousk goude merenn ArC'H.
E-SER Lavaret em eus an dra-se e-ser c'hoarzhin, histoire de rire.
EVIT AR WECH a-viskoazh.
EVN-KAZH chat-huant (Goelo).
FARADAÑ v lutiner.
FES al lec'h war ar mor ma kaser ar vag da loriañ D, ArC' H.
FINOUEL (taol-mouezh war Fi) ;
ARAR-FINOUEL ur seurt arar a raed gantañ gwechall e Leon d'ober ervennoù don.
FLIK-FLAO brulu Ped.
FLIPENN gg an dour a vez stlapet ouzh an dud gant ar mor. Ur banne (sistr, gwin) D, G.
FURUGNAL v trouzal evel ma ra ar c'hole-tarv R.
GALL ag besteod, gak, E K : sot.
GARVEN balan-bugel P.
GLIZHACHENN gg glav bihan ha padus G.
GOUENN. Pa c'houlenner ouzh ur martolod o tont eus ar mor hag eñ en deus graet peskerezh vat, e
respont : Nann, ar ouenn hepken, d.l.e. un nebeut-tre.
Ar vugale-se a zo trec'h d'o gouenn = kreñvoc'h ha speredekoc'h eget o c'herent.
GOUR, GOUR EBET a dalvez evit netra, tra ebet. Amañ n'eus gour da reiñ d'an dud baour.
Implijet alies gant un anv war e lerc'h : n'eus gour wezenn.
GRUCHADET helmoet, harpet D, Plouhineg.
GWALL BEZH paotr pe plac'h drouk KU.
HEOLIKIN v tommheoliañ.
HIRVOUD g hiraezh.

68
CHATOU l skosilli war an hent TI. (Chekoù e Leon. Notenn gant D. K. K.)
CHEULK g hag ag sot, diot D.
CHIPIG g un draig bennak dister na ouzer ket petra ober anezhi D.
CHINKIN g -ED seurt moulleg D.
CHOMAJOU l ti-annez.
C'HWEZHIGELL. C'h. 'zo ganti = dougerez eo D. G.
C'HWISTIKLENV g chardonneret (Gouelo). Goulenn hag azgoulenn a ra : 'P eus ket a vutun ? Kar
davet!
INGAL l. ak emglev (Montroulez) 2. rkv atav, dalc'hmat D.
YAC'H-BEUZ, YAC'H-PILH.
YARIÑ v leziregañ, loriñ D.
JIGOUDENN gg yod gwinizh pe kerc'h gant o flusk TU.
JOA VIL. Setu penaos e reer e Leon eus an displijadur a vez goude ur fals spi, ur goanag gaou.
LAGAD-YAR g bleunienn ruz, gwenn e-kreiz. Trouioù sorserezh a vez graet gantañ. N'eus ken
fregiñ ar bokedoù, troazhañ warno hag o lezel war an douar. An hini a yelo warno a gollo e ene R.
LANDIVIZIAVIZ tud Landi L.
LABOUS-KAZH, LABOUS-PAOT g kaouenn. Diouzh an noz e glever o c'harmiñ : « Paot, paot,
paot ! » Ivez Labous-skrijer.
LATOUS ag lous, lor. D.
LATOUZ g -ED.
LATOUZAÑ.
LIANT ag skedus KI.
LIANTIÑ v.
LIP -tre, -meurbet. Fuloret-lip R. ( War F. ha B. ebrel 1927 p. 85, bann 1;, linenn 18 ur gwaz da vat
oc'h ober e stal d'unan all, lip ha lip. Notenn gt an E.).
LOP g relit e lop d'ur fri lous = kannañ ur fri mic'hi.
LOR ag feneant, lous. Er C'hab, amzer lor = amzer arnev gant glav hag avel.
LORIÑ v yariñ, koll e amzer.
LUGACHENN gg glav bihan.
LUGAN, ve pegiñ, kregiñ en ur gomz eus an traoù. Ur vazh taolet en ur wezenn a c'hell chom
luget enni.
LUG FhB, ebrel 1927, p. 84, b. 1, l. 13 « Piv a oar ha ne gavimp ket a lug ? » gant an notenn : lug
= peg, krog.
LUTIN Ar re o deus « debret kaoc'h al lutin » a oar an traoù en a-raok. Bezañ lutinet = bezañ
sorset. D.
MANTOUS ag bec-de-lièvre.
69
MESTER g ar framm koad a-us d'ar siminal, dezhañ div, teir ha betek pemp estajerenn en
tiegezhioù pinvidik KJ.
MEUDENN gg an ere da stagañ meur a zramm a-gevret evit aber un duilh D.
MEUSKENN gg duilh ; meur a zramm ereet. Alies meuchenn KU.
MORFONT ag lous, digempenn.,
MORFONTADENN, MORFONTEZ plac'h strouilh.
MORFONTIÑ lousañ D.
NOILH ober n. = noilhat.
PAOGEN g -où al lec'h ma talc'her peg en arar.
PAILHEREZ, PAILHEDENN pillig da fritañ.
PALEFARZHENN, er rouedoù unan eus ar pevar zamm neud a ra ur c'harrezig D.
PER, PERON gg pillig lostek.
PERIG AR WERC'HEZ frouezh ar spern-gwenn TI.
PERON, PIRON g -ED pironneau D, G.
PIGNED g -EDOU, -IDI goroù, heskedoù L.
P1TAC'HE kazh-mezv (Plouhineg).
PLADINENN gg an tamm houarn tanav a vez lakaet war an trebez etre ar billig hag an tan. KI.
Lavarout a reer ivez poz kaer (??).
POT, POTIG Fañch, Fañchig Tl.
POT KOZH, POTIG KOZH 1. an daoulin ; 2. ur seurt pengos trizroadek da zrailhañ koad TI.
POROD -OU roud-karr TI.
RAKENN kelc'h koad pe houarn a saver a-hed ar wern dre fard ar gouehoù.
RAZHEDENN gg razh D, ArC'H.
ROUPEZ as -ENN kaol-irvin TI,
SARPANT g krog daouvegek da dennañ an avaloù-douar,
SKARP ag. blev skarp, penn skarp : tuchad blev diskempenn ha diaes da zirouestlañ. Blev skarpet.
SKOUTAD pennad, boutad amzer R.
SKRAGN ag pizh-tre.
SKROENJAL v trouzal en ur gomz eus ar moc'h R.
SELLIDIK ag un tammig pizh d'e wenneien D.
SICHANT ag laouen, drant. E Leon, daoulagad sichant a zo daoulagad lamm er park.
SICHANTAAT V.
STAL-ZOUR gg ar blankenn e-lec'h ma lakaer al listri skaotet da sec'hañ.
STLIBIKAÑ v strinkañ dour KI.
STRAONIKAÑ v koll e holl arc'hant R.
STRANIKIN v tricher (o c'hoari).
STRAPOU skoselloù en hent TI.

70
TAFANIN v lousañ, moc'hañ.
TAFANER g D, G.
TAFUS ag diaes e dreizhañ (boued) L.
TEUC'H g ur seurt geot gant delioù ledan mat d'ar c'honikled. KI.
TEUC'HAN v fardañ buan (boued) ArC'H.
TEURK g teureug, teuleg, teurc'h tique.
TEUT mont dre an teut = a-dastorn.
TEUZER g blaz mat. An teuzer zo gantañ = mat dreist eo D.
TOUPINAN, flatrañ KI.
TOUPINER.
TREIZH ag (boued) aes da dremen L-
TREUZADENN, TREUZADELL estajerenn.
TRINK ag gwidreüs R.
TRINKENN gg stal, estajerenn.
WAR-REZ en urzh. Lakaat an traoù war o rez.
WAR-DRES war-bouez. Bale a ra ar re gozh war o dresig.
71

Kelc'h Gwalarn Kelc'hlizher d'an Izili

Ebrel 1948.
Emañ KELC'H GWALARN o studiañ ar goulenn : Penaos lakaat ar muiañ a dud a c'heller da LENN
brezhoneg ar buanañ a c'heller ?
Setu amañ, dre vras, ar respont a ran-me :
Ar benveg da ober gantañ eo ar Brezhoneg Eeun. Kinnig a ran rannañ al labour evel-mañ :
I. Studi ar yezh.
2. Studi an doareoù-kelenn.
3. Studi añ doareoù-sevel-skridoù.
4. Studi an doareoù-moulañ.
5. Studi an doareoù-brudañ.
Ho pediñ a ran da gas din ho respont (a-raok diwezh miz Mezheven ma c'hellit), o verkañ dreist-
holl :
1. Hag a-du emaoc'h.
2. Ha prest oc'h da harpañ stourm KELC'H GWALARN, ha penaos.
Gant va gwellañ gourc'hemennoù,
Roparz HEMON.

KELC'H GWALARN
42, Whitebeam Road
MILLTOWN
DUBLIN
(Eire)

72

Buhez Emsav Keltiek Breizh

Trugarekaat a reomp ar genvroiz o deus roet o anv evit kenlabourat ganeomp da saveteiñ hor
yezh.
Evit bezañ efedus, hol labour a dle bezañ urzhiet. Pediñ a reomp-eta hon izili da sentiñ ouzh
ar reolennoù-mañ da heul :
- Respontit buan ha buan, hag en un doare resis, d'ar goulennoù a vo kaset deoc'h gant ar burev.
- Kasit deomp keleier diwar-benn buhez ar brezhoneg en ho korn-bro. ( Pennadoù moulet war ar
c'hazetennoù, prezegennoù, h. a. h. a...).
- Grit izili nevez ha bodit en dro deoc'h an dud a zo dedennet gant ar brezhoneg.
- Kinnigit d'ar burev ar menozioù a seblant mat deoc'h evit brudañ ha difenn ar brezhoneg.
- Goulennit skoazell diganeomp diouzh ret evit, ho labour breizhek.
N'ANKOUNAC'HAIT KET ne vo adsavet Hor Yezh nemet gant Urzh ha Labour dibaouez !
Ret eo deomp kaout ur c'hannad e pep kanton!

Hol labour
- Savet hon eus un enklask diwar-benn stad deskadurezh ar yezh e Breizh. Hastit da respont d'hor
follenn-enklask.
Adkregiñ a reomp gant an oberenn « Brezhoneg ar Vugale ».
Kemer a raimp perzh e kamp ar Vrezhonegerien a vo dalc'het e Bro-Leon e-pad an hañv.

Hor pal
- Daoust d'ar pezh a seblant krediñ tud 'zo, ne reomp ket a bolitikerezh. Hor pal, a zo sklaer : -
bodañ ha kenurzhiañ hon holl nerzhioù sevenadurel en dro d'ar Brezhoneg, ha netra ken!

Skodennoù
Un nebeut tud o doa roet deomp o asant ha n'o deus ket kaset da heul o skodenn: O fediñ a reomp
d'hen ober ar buanañ ar gwellañ.
Ar Sekretour : E. TYMEN
30, rue de la Résistance,
Quincy-sous-Sénart (S.-et-O.)
C.C.P. 572.325 Paris.
Skodenn-vloaz : ezel boutin, 100 lur. ezel a enor, 500 fur.

73
Istor

Ar Chouanted Diwezhañ

Ar 27 a viz Eost 1848, voterion kanton Malastreg a oa deut e kêr evit envel ur c'huzulier-
kelc'hiad (arondisamant). Parrezioù Serent, Liziv, Sant Abraham ha Rufiag a oa bet tabut etrezo evit
gouzout pehini 'votje da gentañ. War an deiz e oa bet meur a grogad-kann. Ar barner-a-beoc'h hag
an archerion, pa fellas dezho lakaat peoc'h, a voe gwallgaset gant an dud ha taolioù kriz an
archerion a lakaas c'hoazh muioc'h a zroug er speredoù.
War-dro peder eur hanter - goude kreisteiz, koulskoude, maer ha beleion Serent a zeuas a-
benn da zispartiañ voterion ar barrez-mañ diouzh re all ar c'hanton. War ar forlac'h, diouzh tu Sant
Mikael, e oant en em dennet, hag edont o tañsal evit diduiñ an amzer pa gouezhas mein warno evel
grizhilh, taolet gant paotred Malastreg ha Rufiag. Serentiz a sailhas war o enebourion, a bilas
anezho, a redas war o lerc'h e straed Sant Mikael. Eno, war a lavarjont e voe taolet mein warno eus
an tiez. Bec'h d'an tiez neuze! Trouz, taolioù, youc'hadeg, mallozhioù ; tabouliner kêr a zeredas en
ur daboulinat ; archerion ha gwarded-nasional a zeredas gant fuzuilhoù da harpañ Malastregiz, an
tennoù a stlakas: Serentiz, ha n'o doa nemet o daouarn noazh, a rankas treiñ kein, goude bezañ skoet
mein ha klasket diframmañ o baionetezoù digant an archerion - hag o enebourion a redas war o
lerc'h d'o zro, betek Pont-Bilhi (ur c'hard-lev bennak). An tennoù a stlake bepred : war-dro tregont a
voe tennet. An archer Thiratel a oa ar muiañ fuloret. Diskar a reas un den, Jakez Moisan, gant un
tenn en e lonezhi (hemañ a varvas trizek devezh goude), ar gwad a ruilhe war an hent, met darn a
dremene hep ober van, darn all a roe taolioù-treid d'ar paour kaezh. Un den all, Grenier, ha n'en doa
fuzuilh ebet, a gemeras fuzuilh unan all, a zeuas da gichen Thiratel, hag a dennas eizh tenn, evit e
lod. Pa ne vanas ken a dennoù evit Thiratel, Grenier a roas dezhañ eus e re. Meur a hini a voe tizhet,
darn gant boledoù, darn gant drajez, holl pe diouzh a-gostez, pe diouzh a-dreñv. Pa'z eas an afer
dirak al lez-varn, e voe lezet an holl da vont didamall.
Ar gasoni etre ar parrezioù a oa ur c'hiz heuliet e pep korn eus Breizh en amzer-se. Met ne
oa ket ar c'hiz da vont da gann a dennoù fuzuilh ! Ma weler kement all e Bro-Wened eo marteze dre
ma oa ar fuzuilh ur benveg pemdeziek e bro ar Chouanted diwezhañ.
74
Dispac'h 1830 e Paris a lakaas Loeiz Fulup da roue e Bro C'hall e-lec'h Charlez X. Daou
vloaz goude, e 1832, merc'h kaer Charlez X en em silas betek ar Vañde evit ober brezel d'ar fals-
roue. Un nebeudig tud a zeredas daveti - un emgann berr - an dugez en em guzhas e Naoned - ur
Yuzev he gwerzhas - berr e oa bet an abadenn.
Met ne oa ket echu dre-holl; abaoe 1830 ne oa ket spered Gwenediz en e aes : dispac'h,
bannieloù triliv, ilizoù mastaret. Sur-mat, edo deizioù kriz 1793, amzer ar brezel ouzh ar Gristenion,
amzer ar Spont hag an Dibennerez, o tont adarre, evel ma oa deut hanter-kant vloaz kentoc'h, d'ar
c'houlz ma oa an dud oadet bugale... Pa grogas ar bec'h e Vañde, tud yaouank Bro-Wened galvet da
arme Loiez-Fulup a dec'has d'en em guzhat el lanneier hag el lec'hioù distro.
A-hed bloavezhioù goude, e renas e gwirionez ar Spont e Bro-Wened. Gwenediz a welas o
tegouezhout er vro hag o furchal betek douvezioù al lanneier, bagadoù soudarded ha, gwashoc'h
c'hoazh, ur polis nevez-krouet, kar-tost d'ar Black an Tans en Iwerzhon, ha deut gant galloud ispisial
hag armoù ken ispisial all (fuzuilhoù skañv daou-denn). Tamm urzh-vat ebet e-touez ar re-mañ. Ne
raent nemet ar pezh a droe en o fenn. Kriz 'oa ar gourc'hemennoù roet dezho, krisoc'h c'hoazh an
doare ma oant sevenet. Darvoudoù spontus a c'hoarvezas. An dud yaouank, pa gouezhe an archerion
war o ched, a veze tennet warno evel war gonikl, mar klaskent tec'hout. Pa vezent paket ez-vev,
gloazet peurvuiañ, e vezent gwallskoet, kondaonet d'ar marv pe d'ar galeoù. Unan anezho, Beranger
e anv, a hedas an hentoù adalek Breizh betek Toulon en ur chadennad-galeourion, gant ar gerioù-
mañ skrivet war e gein evit diskouez ne oa ar galeoù dizenor ebet evitañ : Beranger, chouant,
digailhar e enor. (Béranger, chouan ; honneur intact.) Hag e gwirionez, den ebet, nemet ar polis hag
ar flatrerion, n'en doa da glemm outo. Ne oant dañjer ebet evit ar baleer-noz nag evit an tiez o-unan.
Met d'o enebourion e rentent taol evit taol, netra ken. Meur a wech o dije bet gallet eus drek ur
c'hleuz pe ur vodenn-lann, skeiñ taol ar marv gant an archerion ; ne dennent nemet pa rede ar re-
mañ war o lerc'h... Kastizet o deus bet ivez ar re o gwerzhe : a-vandennadoù ez aent d'ober d'ar re a
veze bet paeet mat evit ar « servij » rentet d'ar gouarnamant diskregiñ eus o yalc'had.
Hag, a-hend-all, pebezh buhez evit ar vro ! Ne gomzer nemet eus spiañ, gwerzhañ, lazhañ ha
kas d'ar galeoù. Abaoe m'o deus nac'het mont da soudarded emañ ar baotred kaez-mañ o tont hag o
vont dre ar maezioù, hep na ti, na boued, na gwele, dalc'hmat war evezh.
75
Arabat dezho dreist-holl tostaat ouzh ar gêr, rak eno ha war-dro eo e vez an aliesañ an
archerion oc'h eveshaat. Davet tud dianav eo e rankont mont eta, da c'houlenn, en aluzon, ar pep
retañ evit bevañ: A-vandennadoù bras pe vihan en em zisklenkont, en noz peurliesañ, evit dont d'ar
mereurioù distroet diwar an hent bras : eno int sur ne vo ket nac'het outo lojeriz ha bevañs, sur ne
vezint ket gwerzhet, rak tud eus ar vro int, bugale a diegezhioù onest. Koulskoude eo ur samm evit
ar vro o magañ - ur samm, un dañjer hag un nec'hamant. O c'herent a c'hell bezañ kaset d'ar prizon,
lojet archerion en o zi, hegaset e pep stumm. Ken gwazh all a zegouezh gant ar re a gemer hini pe
hini anezho da vevel evit ur pennad.
Ar parrezioù o-unan a oa gwazh a gement-se : strolladoù- soudarded, stank hag alies, a veze
degaset da lojañ d'an departamant, hag er bloavezhioù kentañ dreist-holl ne oa nemet disurzh d'o
heul. N'helle ar bloueziz, paour kaezh anezho, nemet kaout kasoni ouzh paotred deut da vevañ
diwar o c'houst ha da lazhañ pe da gas d'ar galeoù o bugale ha bugale an amezeion. Hag ar « pennoù
fall » a gave degemer mat. Met, siwazh, drougoberourion all a oa, o tec'hout rak al lez-varn, hag a
gave ivez kuzh ha diwall a-berzh tud ar vro war zigarez e vezent « refraktourion »,
An amzer a dremene, Loeiz-Fulup ne bardone ket. Koulskoude krizder an archerion a dorre,
ha speredoù an dud a zamesae. Maezioù Bro-Wened, bet e-pad pell amzer war var en em sevel evit
reveulz ha brezel, a sioulae. Evit ar « pennoù fall », avat ne oa truez ebet. An 29 a viz Genver 1845
(trizek vloaz 'oa e oa ar « refraktourion » o vevañ el lanneier hag er c'hoadeier ! ) e oa teir eured e
kêriadenn an Hae e Plumelin hag e-leizh a dud a oa pedet. Pevar Chouant a oa deut d'ar pred, pa
zegouezhas archerion Bieuzi-Lanvaoz ! Ar pevar faotr a redas da di intañvez ar Pichon, a oa e-
kichen. Meur a zor a oa war an ti ; an archerion en em lodennas evit mont drezo war un dro. Met un
tenn-fuzuilh a ziskaras un archer pa oa o lakaat e dreid en ti, ha kaer en doe ar brigadier Lafont
tennañ warno, ar pevar faotr a lammas er-maez hag a gemeras an tec'h, hep bezañ bet zoken
anavezet (mar deo ret krediñ an testoù !) Paotred Mari Robin ne fellas ket dezho mont d'an gêr e-
goullo, peogwir e oant war ar bern : tud an eured o doa moarvat harpet an dec'hourion, huchet war
an archerion, hag ar re-mañ a gasas ganto an hini en doa skrijet ar muiañ ha graet e baotr ar
gwashañ : Mikael an Tutour. Ne oant ket kouezhet fall : Mikael an Tutour a oa o vevañ el lanneier
ivez. Ne dremenas dirak al lez-varn nemet tri bloaz hanter goude, e miz Here 1848, hag a-benn
neuze e oa bet un dispac'h all diskaret Loeiz-Fulup, ha Mikael Tutour a zeuas d'al lez-varn ur « sauf-
conduit » en e c'hodell. C'hwec'h miz toull-bac'h a voe roet dezhañ evelkent evit bezañ dalc'het penn
ouzh an
archerion.
76
E 1848 eta (pemzek vloaz 'oa edo ar baotred « hep na ti nag aoz, na gwele da gousket en noz
»!) eo diskaret gant ar Republik Loeiz-Fulup a oa bet un enebour ken kriz evito. Ar Republik a voe
degemeret mat gant an holl : La Rochejacquelin, kannad ar Morbihan, chouant a galon mar deus
unan, a voe kaset ganti evel kannad da Vro-Durkia. Ac'hanta, ar Republik kennebeut ne reas ket
brav da Wenediz! Dont a raed da ziskuliañ d'ar polis e veze bet kuzulioù kuzh, prosesionoù tud
armet, bodadegoù-brezel, dilestradeg armoù.. Ar c'helaouennoù a lavare kement-all, ha paotred ar
gouarnamant ivez en o frezegennoù hag en o skridoù. Er parrezioù o doa ar vrud da vezañ ar
chouantañ e voe degaset adarre soudarded evit plantañ « gwezenn al Liberte ». Ma vije bet ar
renerion o klask tabut, n'o dije ket graek gwashoc'h. Met tud ar vro, da virout na vefe kann, a yae
eus ar gêér en deiz ma tlee ar soudarded dont, hag ar vro a chomas sioul. Un den eus tu ar
Gouarnamant nevez ivez, an doktor Guépin, eus Naoned, Komiser ar Republik en departamant, a
fellas dezhañ « pareañ ar gouli » ha sinañ ar peoc'h, met unan bennak a lakaas skoilh.
Pemzek vloaz koulskoude a zo hir da vezañ o kousket er-maez, o vevañ diwar an aluzon hag
o tec'hout dirak begoù-fuzuilhoù - hiroc'h c'hoazh d'ar re a zo er galeoù ! - ha diaes eo chom un den
reizh ha bevañ ur vuhez ken direizh. Krog e vezer da glemm ouzh ar « refraktourion » : dilabour
emaint, skuizh int, fallgaloniñ 'reont. Darn en em daol da evañ. Pa varner afer Pousal (un den lazhet
gant laeron) e red ar vrud e oa « refraktourion » e-touez ar re-mañ.
Paotred Emsav Mezheven e Pariz (1848 ) e voe roet an absolvenn da galz anezho a-raok ar
penn diwezhañ eus as bloaz. Ne oa padet nemet un nebeut mizioù o foanioù. Pegoulz e paouezas
purgator « refraktourion » Vreizh ? E mizioù kentañ 1849 e savas an Ao. Kergaradeg ur
c'houlennadeg evito : ma vijent lezet pe da zistreiñ d'ar gêr, pe da vont d'an arme. Ne vanje neuze er
c'hoadeier nemet ar wir dorfedourion, ha tud ar vro a vije darev raktal da ziskuliañ ar re-mañ.
N'ouzon na pegoulz na penaos e teuas ar respont... Moarvat ne lezo ket istorourion Bro-
Wened kantvet deiz-ha-bloaz ar Chouanted diwezhañ da dremen hep studiañ ar gudenn ha n'em eus
graet amañ nemet he dihuniñ e-mesk ludu an amzer-dremenet.
P. BOURDELLES.
77

NOTENNOU

30.000 DEN O TESKIN SAOZNEG BUAN-HA-BUAN...

En Hatfield, yorkshire, e vez desket saozneg d'an estrenien deut da labourat e Bro-Saoz.
An dud-se a zo darn eus ar milionoù a duo a gaver e kuzh-heol Europa bremañ, anvet « Tud
Dilec'hiet », kollet gante o bro, o zi, o c'herent alies, kollet gante o micher ha kement tra a stage
anezho ouzh o amzer-dremenet. Emaint o vevañ e kampoù. N'o deus mui spi ebet nemet unan :
adober o buhez en ur vro nevez.
Ar re a zo bet kaset da Vro-Saoz a vez lakaet peurliesañ da dennañ glaou diouzh an douar.
Ret eo avat deskiñ ar vicher. Ret eo ivez deskiñ saozneg.
Evit deskiñ saozneg dezho, na gredit ket e vez graet evel ma vez graet en hor skolioù-etre.
En hor skolioù-etre, c'hwi 'oar, e chom hor bugale seizh vloaz o klask lenn skridoù Shakespeare,
Dickens ha Tennyson. Ha pa zeuont er-maez, 80 dre gant anezho n'int gouest da lenn netra. Ha n'eus
ket unan dre gant a zo gouest da gompren ur Saoz pe da vezañ komprenet gantañ.
Ar Saozon a ren kamp Hatfield n'int ket kelennerien ret dezho sentiñ ouzh kozh kelennerien gozh
gouiziek war al latin hep gouzout netra eus ar bed a vremañ. Bez' ez int paotred karget da dennañ
talvoudegezh eus an Dud Dilec'hiet ha netra ken. Kelenn saozneg buan-ha-buan a fell dezho, ha
kemeret o deus an hent gwellañ da zont a-benn ;
1) e-mesk an estrenien o deus dibabet 160, ar re zesketañ ;
2) ar 160-se a zo bet desket « Basic English » da lavarout eo « Saozneg Eeun » dezho e 4 pe 5
sizhun ; ouzh roll-gerioù ar Basic English e stager an nebeut gerioù-micher a zo ret ;
3) d'o zro, e teskont Basic English d'ar re all, e berr amzer.

Ur skouer evidomp.
Deskiñ lenn brezhoneg d'ur bobl a gomz brezhoneg a zo aesoc'h eget deskiñ saozneg da dud ha na
ouzont ket saozneg, tud ha na ouzont na lenn na skrivañ a-wechoù.
Met ret eo kemer an hent reizh.
An hent reizh eo kelenn ar Brezhoneg Eeun.
Kelenn ar Brezhoneg Eeun, sevel, kempenn, moulañ ha skignañ skridoù e Brezhoneg Eeun, setu ar
pezh a rankomp ober, a-raok pep tra, er mizioù hag er bloazioù da zont. -
Roparz BEDON.
(embannet war « Me a zalc'ho », Kelc'hgelaouenn Kevredad ar C'helc'hioù Keltiek, Meurzh 1948.)

BLEIZEZ AB ROMANED. - Desket eo bet deomp er skolioù e oa bet bronnet Romulus ha Remus
gant ur vleizez ha gant savadurioù, delwennoù, skeudennoù ha timbroù a bep seurt eo bet brudet an
dra en holl vroioù lorc'h enno gant o hêrezh latin. Siwazh, er skridoù latinek e kaver ar ger lupa ha
ma talv lupa evit bleizez e talvez ivez evit gast. Gwirheñveloc'h eo enta e vije bet maget krouerien
Roma gant ur c'hast : met gouezet eo bet kemmañ an istor evit reiñ dezhañ muioc'h a glod.

78
BRO-SKOS. - D'ar 15 a viz Ebrel o deus poliserien saoz graet ar furch e burevioù ar strollad
Young Scotland e Glasc'ho. Bombez, peadra da leuniañ daou garr, a zo bet dastumet ha tri den
harzet.

AN AIMSIR CHEILTEACH. A-benn gouzout penaos ober evit koumanantiñ d'ar gelaouenn
pouezus-bras-se, skrivañ d'ar renerien : Sràd an Duin, CORCAIGH, Eire. E pep niverenn ez eus
pennadoù brezhonek. Miziek.

GOUNID AR FRANKIZ. - En tu-hont da 10.000 Breizhveuriad a zo lestret e Caergybi, Kembre;


da vont da dremen o vakañsou Pask en Eire. Rak en Eire ez eus kig, chokolad, bara hag amann hep
tikedoù, dilhad ha loeroù seiz kement ha ma karer, sigaretennoù hanter ar priz o gwerzher e Bro-
Saoz. - E-keñver traoù an danvez, n'eo ket koll eta a reas Iwerzhoniz pa dapjont ar frankiz. Ha
daoust ha ne vefe ket Breizh ivez, hiziv an deiz, ur baradozig an douar ma vije dieub diouzh
gwaskerezh Pariz ?

KOMUNISTED KEMBRE. - Da geñver kantvet deiz-ha-bloaz ar C'halvadenn Gomunist gant K.


Marx hag Engels ez eus bet embannet un droidigezh klok e kembraeg. N'hon eus ket klevet e vije
bet moulet skrid brezhonek ebet.

LEVRIOU EN AMZER GOZH. - Etre 1546 ha 1610 ez eus bet embannet da nebeutañ 286 levr
kembraek. Skouerennoù 210 anezho a gaver e lenndi broadel Aberystwyth ; 46 avat a zo dianav-
krenn.

N'EO KET UN HUÑVRE. - Ur Saoz, an Ao. Sewell, a zo bet dibabet da guzulier kêr Pwllheli. Dre
ma vez graet hou zivizoù ar c'huzul e kembraeg, en deus gouestlet an Ao. Sewell deskiñ yezh ar vro.

SKOLIOU KEMBRAEK E BRO-SAOZ. - E Birkenhead, Bro-Saoz, ez eus 30.000 Kembread o


vevañ. Goulennet o deus kaout klasoù kembraek e skolioù kêr) ha bet o deus : pemp klas a zo digor
dija.

ESKEMM GANT KERNEVEURIZ E-PAD AN HAÑV. - 1. Ur paotr yaouank, skout, e-tro 16


vloaz, a zegemerfe ur Breizhad yaouank en e di e-pad ur mizvezh, gant ma c'hellfe dont da dremen
ur mizvezh e Breizh goude-se ; 2. Ur c'helenner hag e wreg (etre 35-40) a glask eskemm ur
pemzektez vakañsoù e-pad an hañv. Ti brav, karr. Skrivañ d'ar gelaouenn.

DIWAR-BENN AN ANVIOU-TUD NORMANEK


Ul lenner a gas deomp al lizher-mañ a embannomp en e bezh :
Pell 'zo e oan bet nec'het o lenn el levrioù-istor e teue hendadoù an Normaned eus Bro-Skandia pe
Lec'hlenn. Ur plas bras a vez graet d'an darvoud-se e levrioù-skol Bro-C'hall. Padal ne lavarer mann
diwar-benn trevadeg ar Vrezhoned en Armorika. Soñje em boa enta e ranke bout chomet dilerc'hioù
stank eus enbroadeg Skandinaviz e Neustria. Ur sabatadur eo bet evidon, avat, dont da c'houzout ne
badas ket an Norzhek pelloc'h eget rummad kentañ an alouberien Skandiat. Kristeniezh ar
C'hallaoued a zegemerjont diouzhtu, o yezh, o doareoù-bevañ. Petra 'van enta diwar o lerc'h ? - Ur
stumm-den hanternozel c'hoazh da vout kavet e-tro Kervourzh e ledenez Kotentin, lec'hanvioù hag
ur rouez a anv-den bennak - Berrik an traoù evit kredout ober kement a reuz el levrioù a lakaer etre
daouarn ar vugale, pa brederer ne vez lavaret grik a-zivout ar Gelted a zeuas ganto ur gredenn,
framm ur gevredigezh, hengounioù, ur yezh ha dreist-holl ar galloud-padout, rak hiziv ez eus
anezho eus an traoù-se atav, ha Breizh n'eo ket un anv-lec'h nemetken.
79
N'eus drougavi ebet ennon ouzh berzh an Normaned e hanes-stad Bro-C'hall, nemet karout a rafen e
vefe mentet lodenn ar Vretoned diouzh hini an Normaned.
Evit reiñ deoc'h, ha marteze da lennerien ho tastumadenn, un tañva eus skortegezh an Normaniezh e
Normandi, setu amañ da heul danvez ur pennad emaon o paouez lenn diwar-benn an anvioù- tud
Norzhek er rannvro-se.
Ne van skrid na testenn ebet a-zivout an Norzhvaned a zilestras e Neustria. N'ouzer anv hogos gour
anezho, nemet dre studiañ dielloù ha kartularioù latinek an abatioù e kejer gant un anv dibaot
bennak a orin Skandiek. Setu-int
(1) Westman, Guesman (XIvet kantved). - Keñveriañ gant an Henislandeg « Vestrmazr »,
Kornaouegour, d.l.e. ul Lec'hlennad bet o vevañ en Iwerzhon.
(2) Norman. - IKv. « Norzmazr », Norzhour. A orin Frankek e c'hell an anv-mañ bout marteze.
(3) Floteman (XIIIvet ktd). - Kv. « Flottamazr », moraer pe morlaer. En Hensaozneg e oa ur ger
gant an hevelep ster « flotman ». E Bro-Saoz ez eus lec'hanvioù Skandek evel « Flotmansby,
Flotmanstoft », o ster Kervorour, rak « by, toft » a dalv kêr, bod annezlec'h. E Normandi ez eus
Flotemenville.
(4) Dodeman. - Kv. « Dauzamazr » gour barnet d'ar marv. Skandiz pa varnent un den d'ar marv hen
redie da vont kuit e-un da vevañ en ur gouezlec'h pe skeiñ da greiz an donvor.
(5) Farman ( XIvet), Ferment, Fermentville. - « Farmazr », ergerzhour, kenwerzhour. A c'hallfe
dont ivez eus ar Frankeg «fars », ur rann eus ur poù Frankat ; « faraman », ur c'hargiad. E Norvegia
ez eus un anv-lec'h « Farmandsvik », Gwik an ergerzhour, hag e Bro-Saoz « Farmanby ».
- (6) Walman (XIIvet), Gualeman, Vauman, Gaument (bev c'hoazh). « Hvaldazr », balumetaer.
Stank ar valumetaerien e-tro Kervourzh er Grennamzer. Da ziwall a zo rak ur Galman a zo, a orin
Iwerzhonek diwar Columban, Kolm.
(7) Esturman (XIV vet), Stourman. - « Styrimazr », levier ur vag, sturour. E Daneg a-rvremañ, «
styrmand », eil-kabiten.
(8) Berman, Breman (XVIII vet), Lebrement. - Kv. « Bera », dougen ur samm. Berman a zo enta
Simiad, dougour.
(9) Coqueman. - « Kuggr », lestr kenwerzh anvet kech pe dunde.
(10) Lacaman, Lacman, Acman. - « Lagamazr », Lezennour. Dilevezon e voe padal al lezennoù
Skandiat. En inizi Orc'h e veze graet « Loegmazr » eus pennvarner.
(11) Falcheman. - « Falki », falc'hun. Unan a ya da evneta gant
ur falc'hun.
(12) Sokeman. - « Sôkn », ur c'harg-melestriñ. Ur c'hargiad en ur barrez. Kerkeman, ur ilizour : «
Kirkjumazr ».
(13) Blakeman, Lilman, Capeman, Helgeman. - Kv. « Blakkr », disliv, du ; « Litill » bihan ; «
Kappsmazr », den nerzhek ; « Helgi », santel, sakr, nevet. Ivez Hecmanville.
(14) Bruman -ment, -mant. - Anv-tiegezh stank c'hoazh. « Brûzmazr », ozhac'h-nevez. (Ar ger-se
a zo bev-mat e trefoedachoù ar vro. Ar plac'h nevez a vez graet diouti « bru » hag ar paotr nevez «
brument ». Keñveriañ ar saozneg a-vremañ « bride » ha « bridegromm », brideman.)
80
(15) Villeman, Vineman, Guineman. - « Vinnumazr », micherour, gounezour, gonideg.
(16) Heldeman, Soneman. - Kv. « Hildr », kad, emgann ; « Sôa », Lidlazhañ. Ar ster a vefe enta «
Kadour », « Lidlazhour ».

Setu an darn vuiañ eus anvioù-tud an Normandi a orin Skandiek. Daou pe dri anezho a chom
c'hoazh. Ar c'hudennoù-se a zo bet studiet gant daou Zen, A. Fabricius J. Steenstrup.
Diwar-benn ar stummoù Henislandek eo dav lavarout em eus aroueziet gant z an d barrennet a
dalvez kement hag an dd Kembraek pe an th Saoznek blot. E rakskrid e c'heriadur, Gregor a
Rostren a lavare e veze distaget evel-se ivez ar z blot Brezhonek e « nevez », « da zont », -« bouzar
». Er ger « mazr » ez eus un dibenn r, hag ur wrizienn « mand » a zo, aet an n enni da get ha blotaet
an d da z. « Mazr » a glotfe enta dres gant « gour » e Brezhoneg, a ya da « our » evel gourfennger.
Hervez am eus lennet e vije ivez ur ger « man » e Brezhoneg e « Morvan », « loman », hag ar
raganv « mann » o talvout « netra ».
A-hend-all daoust hag eñ ne vije ket bet ul levezon Skandiek war ar Brezhoneg ? Un anv-den a zo
stank e Breizh, « Norman » ; gerioù evel « Norzh », « skor » h. a., hag eñ ne vijent ket bet degaset
gant Lec'hlenniz en dekvet kantved. Ur yezhoniour German, an Ao. Forster, a gav din, en dije
dizoloet e Brezhoneg un niver bennak a c'herioù a andon Hensaoznek. Ha ne c'hellfe ket ho
kelaouenn embann ar roll anezho ? Degemerit va c'hevarc'hoù gwellañ evit ho kelc'hgelaouenn.
Ganeoc'h ez wir.
A. BRENNER.

Heulskrid. - Yezhoù Skandinavia, an Henislandeg dreist-pep, n'int ket gwall anavezet e Breizh. Rak-
se e vefe mat marteze reiñ ar ger o klotañ a-wechoù e Saozneg, yezh tost ouzh ar skandieg e meur a
geñver ha bet levezonet gantañ.
dead : marv (et). .
to fare : kerzhout. Indezeuropeg * por, tremen dre. - Helleneg poros, red, roudouz. - Latin portare,
dougen.
whale : balum, meurvil.
steersman : levier, sturier.
law : lezenn.
to bear : dougen. - Gwriziennoù Hellenek pher-, Latinek fer.
church : iliz (kirk, e Skos).
black, little, holy : du, bihan, nevet.
bride : plac'h (a-wechoù paotr) nevez-euredet.
to win : gounit.
DIWAR-BENN BRO-FRIZIA

Tennet diouzh ul lizher resevet digant un Izelvroad.


«...An dachenn-vro ma vez komzet Frizeg en deiz hiziv n'eo ket unvan ken. Norzh-Frizeg a gomzer
en Inizi Sylt, Heligoland hag unan all bennak er blojoù. Frizeg ar Reter, a 'n em astenne gwechall
azalek harzhoù Bro-Frizia ha Groningen tre betek ar Stêr Weser, en deus adreñvet tamm-ha-tamm
da ziwardro Oldenburg. Rannet emañ an Norzh hag ar Reter-Frizeg e meur a rannyezh, hep
reizhskriv unvan na yezh standart. O daou o deus ul lennegezh, Norzh-Frizeg dreist-holl...
81
«Kornog-Frizeg a vez komzet etre Vlie ha Lauwers, d.l.e. e rannvro Frizia. War duioù Bro-Saks
avat emañ ar rannyezhoù Saksek o c'hounit tachenn. Er c'hêrioù, dreist-holl Leeuwarden, ar gêr-
benn, emañ an Hollandeg oc'h ober e hent.
« Nerzh-enebiñ Friziz n'eo ket bet diverzh. Aba 1937, emañ desket dired ar Frizeg e skolioù Bro-
Frizia, ken prevezh ha stad, ha degemeret en holl arnodennoù. Abaoe ar brezel diwezhañ ez a stad
kelennadurezh ar Frizeg war wellaat buan-eston. War bemzek kant skolaer e Frizia a-bezh o deus
daou c'hant anezho o zestenioù Frizek...
« En Izelvroioù emeur er mare-man end-eeun o terc'hel kenbrezegennoù a-benn digreizennañ ar
rannvroioù heverkañ, Frizia, Limburg, Norzh-Vrabant, ken e-sell ar c'hudennoù sevenadurel, ken ez
politikel mar bez ezhomm... »
Diouzh lenn ar pennad-lizher-mañ e komprener mat emañ komzet div rannyezh eus ar Frizeg,
Norzh ha Reter, e broioù dindan beli Berlin. Peogwir e komzer a rannañ Deutschland ez eur aotreet
da soñjal e c'hellfe Norzh-Frizia ha Reter-Frizia dont da vezañ un unanenn pe ziv en ur raktres
federal..
Klevet hon eus a-hend-all e vije bet gwasket broadelourien Frizia gant gouarnamant Berlin e-pad an
brezel, ar pezh a anatafe berzh Friziz diwar-lerc'h an darvoudoù-se. Met n'eus evit c'hoazh nemet an
darn eus Frizia e-dalc'h Hollandiz he defe un tammig frankiz.
Un drugar eo a-hend-all gwelout emañ bev e Gwalarn Europa mennozioù ar Federalisted. Ar
Beneluks n'eo ket ur ger hepken. E Belgia ez eus div yezh aotreet (Flandrezeg ha Galleg), en Izel-
vroioù e komzer a zigreizennañ, el Luksemburg e vez aotreet tri doare-komz hag e tegemerer ur
c'hendalc'h Federalisted.

AN DESKADUREZH E TURKIA
« C'hoant an Durked eo gounit dindan ur bloavezh bennak ar c'hantvedoù kollet gant o zadoù. »
(Kemal Atatürk.)

Ledañ an deskadurezh e-touez ar bobl : unan eus palioù kentañ Kemal-Atatürk pa zeuas da
vezañ mestr Turkia. Labour divent : 90-95 % eus an dud ne ouient ket lenn.
Perak? Ne oa ket a skolioù. Ouzhpenn, e kave ar bobl re hir an amzer ret d'ar vugale evit deskiñ
lenn ar skritur arabek, graet ganti betek neuze.
Ne glaskas ket ATATURK (Tad an Durked) pemp pav d'ar maout : dilezet-krenn e voe al
lizheenneg arabek hag en he lec'h, degemeret al lizherenneg europat, Atatürk e-unan a redas dre ar
vro evit displegañ d'ar gouerien talvoudegezh an doare-skrivañ nevez. Bravoc'h, e-pad miz e
kentelias ar vinistred hag ar gannaded. Goude, pep hini a yeas d'ober skol da dud e gorn-bro, bodet
war ar plasennoù, dirak un daolenn-du. Pe c'hoazh er c'hazarnioù pe en tavarnioù. « Ur sal-studi ez
deut ar vro a-bezh da vezañ », a lavare Ismet-Pacha.
Hiziv n'eo mui anavezet al lizherennoù arabek nemet gant an Durked 40 vloaz pe ouzhpenn.
Gwelet e vez kargidi uhel, deut un tammig war an oad, o skrivañ o notennoù en doare kozh hag o
lezel gant o sekretourez d'o diskrivañ hervez an doare nevez. Berzh 'ta en deus graet an « dispac'h »,
hag a-benn 20 vloaz bennak, e vo aet da get e Turkia an doare-skrivañ arabek.
A-hend-all, savet eo bet Kuzul-meur ar Yezh (Dil Kurumu), evit ober war-dro an turkeg, e
c'hlanaat en ur grouiñ nebeut ha nebeut gerioù nevez, turkek-rik, da gemer lec'h ar gerioù dezho un
orin persek pe arabek.
82
Sevel skolioù a voe ul labour all. Arc'hant bras a zo bet dispignet evit se. Ha n'eo ket c'hoazh echu al
labour. Kenderc'hel a ra gouarnamant Ismet Inönü da gerzhout war roudoù Atatürk.
War-lerc'h ar skolioù-bihan (gourc'hemennet d'an holl) emañ ar skolioù-etre, al liseoù (3
bloavezh), ha skolioù-meur Istanboul hag Ankara. War-dro 20.000 studier a zo er re-mañ.
Ouzhpenn, e rank al labouradegoù enno dreist da 100 micherour, kaout ur skol evit o labourerien
dizesk. Ar vugale hag a ya d'al labouradegoù a-raok echuiñ o amzer e skol vihan o c'humun a dle
heuilhañ, e-pad an eurioù-labour pe skol al labouradeg pe hini kumun al labouradeg.
Niverus ar skolioù-micher. Gourc'hemennet eo d'al labouradegoù bras sevel rummadoù-kentelioù
evit o deskarded hag o micherourien. War-maez ez eus savet « Ensavadurioù-kêriadennoù », o fal
pennañ displegañ d'ar yaouankizoù, an doareoù gwellañ ha nevesañ d'ober war-dro an douar hag an
tiegezh.
En skolioù-meur e tesker pezh a zesker e skolioù-meur ar broioù all. Ouzhpenn, e kelenner
skiantoù ispisial da Durkia : turkegouriezh, hittiegouriezh...
N'eo ket bet kollet e amzer gant ar gouarnamant. Kalz a zo c'hoazh da ober koulskoude. Er
vro a-bezh ez eus betek-hen 80 % a dud dizesk. E-touez ar wazed yaouank hag ar vugale e tisken ar
feur-se da 65 %.
Kemm bras a zo, evel just, etre ar remziadoù a-vremañ, lorc'h enno gant o deskadurezh, hag
ar re gozh o kaout e oa gwelloc'h ar yaouankiz en o amzer.
Studierien 'zo a gred dezho bezañ tizhet uhelañ pazenn ar sevenadurezh war zigarez m'int
gwisket hervez ar c'hiz amerikat ha ma chaokont « chewing-gum » gwashoc'h eget ur G.I. Gwelet e
vez kement-se e lec'h all. Hogen peurvuiañ anezho, paour a-walc'h, bugale kargidi vihan, pe
yalc'hourien o tont diwar-maez, n'o deus nemet ur c'hoant : tremen o arnod evit gallout kaout ur plas
ha gounit o buhez.
Ret eo hen anzav : n'o deus ket atav un anaoudegezh mat a-walc'h eus lennegezh kozh
Turkïa. N'anavezont anezhi nemet dre un niver re vihan a ziskrivadennoù e lizherennoù europat.
Dister eo c'hoazh al lennegezh turkek nevez. Kalz 'ta, e-touez ar re oberiant, a glask el lennegezhioù
alamanek, saoznek pe c'hallek, pezh a ra diouer en o hini...
Evel-se e tro ar rod war douar kozh ar C'hatated. Ankara, kêr- benn Turkïa hiziv, a zo bet
bremañ 2.500 bloaz 'zo kêr-benn tud kenouenn deomp. Met bihan-bihan e tle bezañ (mar deus)
koun ar Gelted-se e spered an Durked. N'eus forzh, ur skouer evidomp eo strivoù ar re-mañ.
K. R.
(hervez R. Henry, « Etudes », 1-48.)

DOUAR AR YAOUANKIZ. - An ao. Pronost, unan eus hor c'homananterien, en deus kaset deomp
an droidigezh vrezhoneg eus ar gwerz iwerzhonek embannet gant an notennoù war Dir na n-óg,
Nnn 6, derou 1946.
I
Safar hiraezhus an tonnoù
A gan da veuleudi,
Eien, froud ha gwerz meneziou
A zinaou gant dudi,
Ha hep tevel, da huderezh,
Da hirnez am broud iskis,
Te, bemdez, dalc'h mat va huñvre,
O Douar ar Yaouankiz.
83
II
Ez kenedved, mui a anken,
Mui touell na gaou ar bez,
D' anal c'hwek a ev ar gedern
Ez mor a levenez.
Stered kuñv a-dreñv ur Vorenn
A lugern noz ha deiz,
Tra sav son kerdin an delenn
E Douar ar Yaouankiz.
III
Kevrin an tonkadur a vlein.
Bagig va huñvreoù
Lusket flour, gant herr o skeiñ
Lark war lein an tonnoù.
Bagig wenn, n' am lez er boan
War ribl ar mor direizh,
Donder hud ouzh va dedennañ
Da Zouar ar Yaouankiz. »

DIWAR-BENN « LE PEUPLE BRETON ». - Ur mignon a skriv deomp :


« Bet em eus Pobl Vreizh... hel lennet em eus, hag hel lakaet da vezañ lennet en-dro din, dreist-holl
en abeg d'ar pennad a-zivout danevellskrid Kembreiz... Ur pennad a zo avat en deus va souezhet, ar
pennad sinet Lanrho. Barrek a-walc'h on da varn anezhañ, dre ma kouezh, evit un darn da nebeutañ,
dindan ar pezh a ra va freder pemdeziek. (Kelenner kristen war ar brederouriezh eo hor c'heneil.)
Burutellañ a ra Lanhro ur skrid gant Kersuleg, hag e tamall outañ :
« Hervel Olier n'eus gwirioù gant Breizh nemet dre ma' z eo ur vroad. Lavarout a ra zoken ez-
didermal na dalv netra hon holl c'houlennoù ma n'eo ket Breizh ur vroad : n'he deus ur rannvroad
gwir ebet, rak n'eus anezhi nemet dre ar vroad, hag evit ar vroad ».
N'em eus ket amzer da adlenn ar pennad en Avel an Trec'h hag e-se ne c'hellan ket lavarout hag en
emañ ar gwir penn-da-benn gant komzoù Olier. Met pezh a zo anat eo ez eo diazezet hor gwirioù,
en o c'hreñvañ, war ar fed ez eus ur vroad eus Breizh. Hervez Lanrho
m' he deus Breizh traoù da c'houlenn, n'eo ket evel rouanez he brozh erminiget ar vojenn, hogen
evel strollad ar geodediz vreizhat, dezho ar gwir da vevañ e-giz ma karont keit ha ne reont droug
ebet d'o amezeien ha ma sevenont o dleadoù keodediz ». Evel-just e c'hell kement strollad keodediz
goulenn, hag a-wechoù goulenn groñs, ma vo roet dezho traoù 'zo pe ma vint lezet d'ober traoù 'zo.
Met Breizh a zo muioc'h eget n'eus forzh peseurt strollad keodediz en hevelep doare ma' z eo an
tiegezh muioc'h eget n'eus forzh pe strollad keodediz. Ur strollad keodediz bennak a vez ganet
peurliesañ diwar youl ar re a en em vod da ober ar strollad; ur vroad a zo ganet diwar natur an dud,
a zo enskrivet e natur an dud. Ret eo ober an diforc'h etre ar vroad c'hall hag ar stad c'hall : Breizh a
zo lodenn eus as stad c'hall, met Breizh a zo disheñvel eus ar vroad c'hall. Breizh he deus he yezh,
he doareoù-hi, he sevenadur. Breiz a zo ur person.
Tamall a ra ivez Lanhro ouzh Olier bezañ laret : « ar bersoned hepken o deus gwirioù ». Ya, ar
bersoned hepken o deus gwirioù. Ha n'eus ket d'en em c'houlenn : « Ha ken gwir-se eo ? » Ar gerioù
a zo graet evit livañ meizadoù, hag ar meizadoù a zo skeudenn an traoù. A-raok en em c'houlenn
hag-eñ e vefe gwirioù d'ar bersoned hepken, eo da termenañ petra eo ar gwir. N'em eus ket amzer
d'hen ober aman. N'eus nemet ar boudoù o kaout frankiz o deus gwirioù ; ha setu perak n'eus nemet
ar bersoned pe korfel, pe speredel, hag o deus gwirioù... Hep klask en em douellañ gant ar gerioù, n'
he deus Iliz-Veur Chartrez gwir ebet, nemet e-keñver an dud o deus he savet hag o deus pedet enni
».
MERWEN F.
84
BREZHONEG AES HA BREZHONEG DIAES
« Ar pennadoù hag o deus bet plijet din ar muiañ war AL LIAMM eo pennadoù Abeozen : ar re
savet gantañ war-eeun hag ar pennadoù troet diwar gembraeg Dik Trevan... Iskis eo pegen nerzhus
ha pegen bev ez eo doare-skrivañ ar c'hembraeger-se : fetis-eston, da lavarout eo leun a zanvez
dastumet e berr-gomzoù.
« Pennadoù Per Denez a sellan kentoc'h evit taolioù-esae da zivailhuriñ ar brezhoneg ha d'hen
pinvidikaat ha d'her gwevnaat gant gerioù ha troioù-lavar nevez ; met n'eo ket prest c'hoazh an
darnvuiañ eus ar vrezhonegerien da reiñ degemer dezho. Rak-se e vije gwelloc'h da B. D. chom
tostoc'h d'ar yezh voutin goude ma vije tuzumoc'h ha muioc'h divlaz. Boued-laezh a vank d'ar
vrezhonegerien 'vit ar muiañ, ha n'eo ket boued re galet... »
M. K.

BREZHONEG HA KELC'HIOU KELTIEK


Aotrou Rener,
Me 'gred e vefe un dra vat sachañ evezh ho lennerien war dleadoù ar C'helc'hioù Keltiek e-keñver ar
brezhoneg.
Nevez 'zo e selaouen unan eus brudetañ Kelc'hioù Breizh o rein ur ganaouenn santel BREZHONEK
ha setu pezh a glevis : adoromp holl.. gant karantez ardant... ha meulomp da jamez.. mab Doue,
inkarnet... ho penediksion... enor ha gloar... eternel... hag en eternite : Plijus eo neketa ? Peadra da
reiñ d'ar selaouerien (gallegerien an darn vrasañ anezho) kalz doujañs evit meurded ha glanded ar
brezhoneg.
Daoust ha ne gompren ket ar renerien an DROUG a reont d'ar brezhoneg o vrudañ seurt moc'haj ?
O lakaat seurt loustonioù etre daouarn ar re yaouank a zo o teskiñ ar yezh ? O dlead rik, n'oufen
pouezañ a-walc'h, a zo brudañ ar brezhoneg evel ur yezh veur ha kaer, ha neket evel un trefoedach
distumm ha brein gant ar galleg. Ma n'o deus ket skridoù mat, ra c'houlennint : anavezout a ran
beleien a-walc'h a savfe dezho kanaouennoù awenet-uhel a vefe un drugar o c'hanañ en ilizoù hor
bro.
Gant va gourc'hemennoù breizhekañ,
R.K.

DOARE-SKRIVAÑ
Aotrou.
Trouz a zo bet diwar-benn kudenn an doare-skrivañ met biskoazh c'hoazh n'eus
bet graet anv eus labour an Ao. Jul ar Rouz war ar poent-se ; ha koulskoude e
talvez mil gwech ar boan bezañ meneget.

Displeget en deus an ao. Jul ar Rouz e venozioù e kentskrid gallek e droidigezh vrezhonek da b-
Peredur mab Evrog embannet e 1923 dindan paeroniezh Skol-Veur Roazhon : e bal, o kinnik un
doare-skrivañ nevez a zo da gentañ ober peurunvanidigezh an holl rannyezhoù (peurunvanidigezh
goulennet abaoe pell dija gant an Ao. J. Loth, Doue d'e bardono) ha, da c'houde, lakaat aesoc'h an
amprestañ gerioù diwar ar c'hrennvrezhoneg, ar c'hembraeg, ar c'herveneg ha zoken ar
c'hrennkembraeg. Da dizhout ar pal-se, div reolenn :
1. dibab, bep gwech ma c'heller, un arouez hepken evit al liesdoareoù rannyezhel da zistagañ an
hevelep lizher-orin ;
2. fiziout war an istor hag an hengoun evit anaout stumm reizh gerioù 'zo hag ober fae war an
distummadurioù trefoet.
85
Ar reolenn gentañ a laka an Ao. R. da dalvezout e tri degouezh pennañ :
a. - kudenn an s, z, zz, - Al lizherenn a zo z, e doare ar Gonideg (amzer, biz) hag s e kembraeg
(amser, bys) a vo skrivet s (amser, bis). Al lizherenn a zo z e doare ar Gonideg (bleiz, bez) ha dd e
kembraeg (blaidd, bedd) a vo skrivet z (bleiz, bez). Al lizherenn a zo z e doare ar Gonideg (lizer,
gwiniz, kaz) h e gwenedeg (liher, gunéh, kah) ha th e kembraeg (llythyr, gwenith, cath) a vo skrivet
zz (lizzer, gwinizz, kazz).
b. - Ar sonioù v, w, o, ou, u a vo diskouezet gant v (pa zeuont eus an henvrezhoneg b pe m) pe gant
w pa zeuont eus an henvrezhoneg u pe uu.
k. - Lakaet e vo un m e fin an anv-gwan en derez-uhelañ hag e fin an anv-verb : henam,
emwalc'him.
Kalz traoù plijus all a vefe da notañ c'hoazh met trawalc'h 'zo evel-se evit diskouez pegen ijinek en
doa an Ao. J. ar R. gwelet gwir gudennoù ar peurunvaniñ, ar c'hudennoù hag a zo bet diskoulmet da
vat gant emglev 1941.
A-hend-all n'em eus ket skrivet an tamm lizher-mañ evit komz diwar-benn kudenn an doare-skrivañ
hepken, met ivez evit degas da goun personelezh breizhek an Ao. J. ar R. a gare ar brezhoneg « evel
ur yezh ha neket ur meskaj trefoedachoù », a venne e binvidikaat gant amprestoù diwar ar yezhoù
predanek all evit ober anezhañ ur benveg a sevenadur, hag a ouie aliañ ar studi d'ar re a gred e
ouzont brezhoneg peogwir ez anavezont « trefoedach o c'hêriadenn ». Ret eo, me ' gred, mirout mat
eñvor ar gouizieg-se, a selle ar brezhoneg evel ur yezh veur, hag ur yezh vev.
Gourc'hemennoù breizhek.
X.

GERIOU HA LAVAROU POBL. - « Y. E., eus Douarnenez, en deus taolet va evezh war ar
gomzenn en dey all (= a-hend-all). Klevet em eus Fontanella (= La Fontenelle) ; a-zouar (= sous
le vent de la terre), « a-zouar e vez nebeutoc'h a lanv evit a drec'h. » ; teñv (= kresk ar plant), «
en douar-mañ n'eus ket a deñv » (= ne teu ket buan ar plant).»
H. K.

UR SKOUER : GWALARN. - « Niverenn ziwezhañ Al Liamm - TNN am eus kavet plijus. D'am
meno seulvui e tostaio ouzh Gwalarn, seulvui he devezo talvoudegezh. Karout a rafen kaout enni
pennadoù a bouez, evel ma veze e Gwalarn, oberennoù. Feuket e vezan, bep an amzer, gant un
nebeut fazioù, e-keñver hor yezh. dreist-holl dindan pluenn ar skrivagnerien yaouank. - Kell 5 am
eus kavet brav-kenañ. »
V. S.

TUD VEUR, HA TREC'H MEUR. - « Dudius-tre e oa niverenn diwezhañ Al Liamm (6). Marteze
e vefe ret pouezañ muioc'h war skouerioù a vez roet dimp gant tud veur hor gouenn. Ha tud veur a
zo bet hag a zo bremañ c'hoazh e Breizh war veur a dachenn...
86
« Un toullad mat a re yaouank o deus lezet o studioù war ar brezhoneg un tammig a-ispilh, a-gostez,
da geñver reuz an « Dieubidigezh ». Mat e vefe o bountañ da dremen an Trec'h Meur. Anavezout a
ran merc'hed yaouank a c'hellfe labourat evit an arnodenn-se ha goude-se skrivañ. Met morzet ha
lezirek ez int... Memes tra gant ar baotred, aon am eus.»
M. G. P.

DIWAR-BENN KEMMOU AL LOAR. -


Goude bezañ lennet ar pennad « trinchin adarre » war niverenn diwezhañ « Al Liamm - Tir Na N-
Og », e teuan da zegas va ali e-sell ar c'hemmadurioù a c'hoarvez bep eizhtez gant stumm al loar.
Du-mañ e Sizhun (Bro Menez Are) e vez implijet gant an holl « karter kentañ » ha « karter
diwezhañ » ; lavaret e vez « ar c'hresk-loar » e-pad ar pevarzek devezh a dremen a-dal al loar-nevez
hag « an digresk-loar » e-pad an devezhioù ez a, evel just al loar war zigreskiñ. A-hend-all ne vez
ket implijet « loar-gann » met « kann-loar » an hini eo.
Setu ouzhpenn ar pezh a vez lavaret hervez an doare ez eo kelc'hiet al loar e-barzh an oabl :
Kelc'h a bell, glav a dost.
Kelc'h a dost, glav a bell.
Ha kement-mañ a zo gwir peurliesañ.
Setu ul lavarenn all diwar-benn al lec'h dalc'het en oabl gant stered 'zo.
Da c'houel Mikael da c'houlou-deiz.
E vez an tri Roue er c'hreisteiz.
An tri Roue a zo anvioù teir steredenn renket brav hag anavezet mat gant pep hini ac'hanomp koulz
ha ma oant a-bell-zo gant hon tud kozh.
P.B.
LA LANGUE BRETONNE ET SES COMBATS, gant Roparz HEMON. Dellezout mat a ra levr
nevez R. H. ar brud a zo savet war e zivout, ken ampart en deus gouezet an oberour tremen e-biou
d'an daou skoilh a oa war e hent : pe bezañ re ouiziek bag e-se displijout d'an darn vrasañ eus an
dud, hep deskadurezh war ar yezhoù; pe bezañ re voutin ha neuze leuniañ ar pajennoù gant traoù
lavaret hag aslavaret. D'an holl e vo aman da vediñ : ar Vretoned ken niverus-se na ouzont netra
diwar-benn o yezh a gavo e La Langue Bretonne kement tra ret hen anavout e-sigur ar stourm
pouezusañ bet renet en o bro abaoe kantvedoù ; hag ar re a zo darn ha lodenn eus an emsav a ranko
ivez lenn al Ievr, rak n'eo ket fedoù ha sifroù hepken a gavint e-barzh, pe evezhiadennoù ur
yezhoniour barrek, met barnadennoù un den a zo bet, a zo, hag a chomo penn an emsav, an den en
deus lakaet planedenn ar brezhoneg da dreiñ war an tu mat. Barnadennoù didro, hep mar ebet ; met
bep gwech leun a vadelezh ouzh an holl re a zo bet lusket o buhez gant karantez ar yezh. Ha ne
echuo ket al lenner al levr hep ma ve deut da fromañ, gant an oberour, ouzh strivoù servijerien -
gouiziek mui pe vui, barrek mui pe vui, atav kalonek - ar Brezhoneg. Un tamall a rin evelkent d'ar
skrivagner : war nep pajenn ne lenner anv Roparz Hemon. Hag a-se e chom diglok-kaer ar
pennadoù diwar-benn ar Varzhoniezh, ar Romant, an Danevell-Verr, ar C'hoariva, ar
Skridvarnouriezh, an Troidigezhioù, hag all, en amzer-vremañ : gant ma evezhio al lenner lakaat
anv an oberour war an holl bajennoù-mañ, en devo al levr gwellañ ha klokañ a vefe gallet her
c'hoantaat diwar-benn ar Brezhoneg. Ul levr dispar da ginnig d'ar geneiled e Breizh pe en estrenvro.
- 264 pajenn ; ul levrlennadur ennañ 1.000 anv. 120 lur. Skridoù Breizh, Square du Casino, La
Bau/e.

UN OBERENN NEVEZ E BREZHONEG. - An.Ao. Langleiz, Arzour ha skrivagner war un dro, a


zo o paouez echuiñ gant ul levr nevez, Tristan hag Izold. Spi hon eus e vo gallus e voulañ hep re a
zale, hag ivez e oberenn diwezhañ, Enez ar Rod.

UL LEVR ISTOR BREIZH. - An Ao. 'n Abad Poisson, anavezet mat gant an holl evit e labourioù
diwar-benn Istor hor Bro, en deus echuet un nebeut mizioù 'zo gant ul levr nevez, bihanoc'h eget
reoù de la Borderie ha Durtelle de St Sauveur, hogen kalz tevoc'h eget al levrioùgoù-skol. Evel ma
'z eo ar mizoù-moulañ uhel-kenañ, pediñ e ra an oberour ar re a fellfe dezho prenañ an oberenn
nevez :
- pe da reiñ 1.000 lur d'an nebeutañ ha kaset vo en-dro d'ar profer ar pezh roet a re gantañ goude ma
vo bet gwerzhet al levr.
- pe da rakprenañ al levr diouzhtu (Priz, 300 lur, ha 25 lur a vizoù-kas).
A-hend-all, koustañ a raio al levr 400 lur er c'henwerzh.
Skrivañ ha kas an arc'hant d'ar chomlec'h-mañ : Ao. 'n Abad Poisson, 22, rue St-Louis., Rennes (I.-
et-V.) - C.C.P. Rennes 8.307.

LEVRIOU DA ZESKIÑ KEMBRAEG. - An Ao. Loisel eus an Naoned a zo o paouez echuiñ


troidigezh daou levr kentañ « Welsh made easy », gant Caradar. E giz-se e vo tu da lakaat etre
daouarn ar Vrezhonegerien ur benveg aes evit pleustriñ ervat war yezh hor Breudeur tra-mor.
Degas a reomp da goun hol lennerien ez eo bet troet « Alc'houez ar brezhoneg eeun » e kembraeg
gant an Abad Klerg eus Plouber.

AR SIMBOL. - Da heul an notenn embannet war hon niverenn diwezhañ, hon eus klevet e vije
implijet ar Simbol e Landudal ivez. Laouen e vefemp o tegemer diskleriadurioù resis diwar-benn ar
seurt kudennoù.

AR SONEREZH BREIZHAT. - D'an 22 a viz Ebrel ez eo bet graet e Pariz (Sal St-Severin) gant
an Ao. Arnoux ur brezegenn dirak ur c'hant bennak a selaouerien, an talbenn anezhi « Ar sounerezh
breizhat eus Merlin da Wion Ropartz ». Tu a gavas ar prezegenner da chom dedennus-kenañ daoust
d'ar c'hudennoù micherel a rankas displegañ. Rein a reas menozioù talvoudus - Personelezh ar
sonerezh breizhat ha keltiek, tost ouzh an Natur, oc'h ober gant ar skeul pempsonek. - Keñveriadur
hor sonerezh gant reoù Bro-Hellaz, Turkia, Japan. - Levezon ar brotestantiezh war sonerezh keltiek
tra-mor.
An Ao. Arnoux a gomzas ivez eus sonourien vras hor Bro, en ur bouezañ dreist-holl war Wion
Ropartz, par gouez dezhañ, da Ravel ha Debussy.
Tonioù poblek hag oberennoù anavezet a voe kanet gant an dim. Edez Nikol ha Yann Plunier. Hor
gourc'hemennoù d'an eil, a zeuas gantañ ur gwenedeg flour-kenañ. Hogen touiñ a rafed n' he doa ket
ar ganerez tremenet un devezh e Breizh, na klevet biskoazn un ton breizhat. An doare a rae diouer
dezhi ha krediñ a raed klevout ganti sonioù an Touraine pe an Normandi.
Anat oa d'an holl n'en doa an Ao. Arnoux nemet boulc'het an danvez. Gouest e vije a-dra-sur da
sevel ul levr, war an dachenn-se, hag a vije prizius evit kalz a dud. Aze, evel war veur a du, ur bern
labour a chom d'ober.

88
GOUEL E ROAZHON. - En o doare o-unan o deus studierien Roazhon lidet Meurlarjez hevlene,
dre leuniañ an toull a oa chomet goullo e maerdi kêr goude taol brav Gwenn-ha-Du. Eno eo bet
degaset, gant lid ha stroñs, un delwenn - kartoñs, evel-just - o tiskouez Breizh ha Bro-C'hall unanet,
un oberenn e-keñver arz un tamm mat bravoc'h eget hini Boucher, Doue d' e bardono, hag un tamm
mat gwiroc'h ivez : ur mell pikol kouer breizhat, 'dezhañ bragoù bras ha tog seizennet, lart e gof ha
ruz e glipenn, a-c'haoliad war ur varrikenn, o terc'hel war e vrec'h dehou un tammig Marianna berr
he brozh. Da noz o deus tud dianav peget an tan en delwenn, o tistrujañ divorc'hed hag o tisrannañ
divezh-kaer ar pezh a oa unanet da viken.

DISKOUEZADEG LANGLEIZ. - E miz Meurzh hag e miz Ebrel en deus Zavier Langleiz graet
diskouezadegoù bras e Roazhon hag en Naoned. Unan eus an taolennoù a zo bet prenet gant Mirdi-
Kêr Roazhon. Hor gourc'hemennoù.

RET EO SKOAZELLAÑ AN ARZ BREIZHAT. - Anavezet eo gant an holl rummad « Sent


Vreizh », engravadurioù embannet, 15 bloaz 'zo, gant ar Seizh Breur. Tresadenn Sant Erwan,
Difenner Breizh a zo bet graet gant Langleiz war an hevelep skouer. Skouerennoù a c'heller prenañ
da 350, 200 ha 100 lur. Goulenn ouzh an oberour, Xavier de Langlais, 7, rue Victor-Hugo, Roazhon.

EVIT AR BREZHONEG. - Nebeut a skoazell hor boa bet betek hen digant ar C'helc'hioù Keltiek.
Bez' ez eus anezho e pep korn Breizh koulz lavaret ha dezho ar galloud d' ober bruderezh war-dro
hor yezh. Harpet oamp bet evelato gant Kelc'h Brezhon an Naoned ha strollad Nevezadur a Bariz,
Hogen, kavet eo bet deomp, e dibenn miz Ebrel, gant Kelc'h Roazhon, 12 komananter nevez. N'eus
ket ezhomm da bouezañ war dalvoudegezh ar skoazell-se. Pehini a raie gwelloc'h e-touez ar
strolladoù breizhat ?
KELC'H BREZHON AN NAONED. -- Un tregontad a dud a zo o heuliañ skolioù brezhoneg ar
C'helc'h. Bez' e vo Arnodenn an Trec'h e diwezh miz Mezheven. Er bloaz diwezhañ, ar 4 den
degemeret d'an Trec'h en Naoned o doa heuliet kentelioù ar C'helc'h Brezhon. Ra gemero an holl
strolladoù breizhat skouer war hennezh.

KAMP AR VREZHONEGERIEN. - Setu al lizher kaset deomp en deizioù-mañ.


Kenvroad ker,
Kemenn a reomp deoc'h gant plijadur e vo dalc'het e-doug an hañv da zont ur c'hamp evit ar
vrezhonegerien nemetken. Kregiñ a raio diouzhtu goude ar « BLEUN-BRUG » (lidet er bloaz-mañ
e KASTELL-PAOL d'an 20, 21 ha 22 a viz Eost), ha dalc'het e vo e Kleder etre an 23 a viz Eost hag
ar 5 a viz Gwengolo. 15 devezh e pado eta. Spi hon eus e vo graet eno labour mat. Digor eo ar
c'hamp d'an holl a fell dezho pleustriñ a-zevri war dachenn ar yezh : d'ar re a oar brezhoneg, pe a-
vihanik, pe desket goude, ha d'ar re a zo o teskiñ. Goulenn a reomp digant izili ar c'hamp ober eus o
gwellañ evit chom e-pad ar 15 devezh pe d'an nebeutañ e-pad ur sizhunvezh a-bezh. O vezañ ma 'z
eo pal kentañ ar champ bodañ ar vrezhonegerien ha boazañ ar studierien da gomz, e c'houlennimp
digant an holl sentiñ ouzh hor reoliadur, ken e-keñver al labour, ken e-keñver an urzh.
89
Lojeiz. - E skol ar baotred e vo lojeiz evit ar baotred, hag eno e vo graet ar c'hentelioù, bodadoù, h.
a. evit ar merc'hed hag ar baotred war un dro. Ar re o deus teltennoù a c'hell o c'has ganto, un
dachenn a zo tost d'ar skol. E skol ar merc'hed e vo lojeiz evit ar merc'hed.

Buhez ar c'hamp. - Renerezh skol ar baotred en deus asantet ober war-dro ar bitailhadur, met
strolladoù-labour a vo bemdeiz evit an truachoù. Pep kamper a zleo kas gantañ :
a) Ur sac'h bras e lien evit lakaat e damm plouz-gwele, unan pe zaou ballen-gloan hag ur sac'h-
kousk;
b) Ur servietenn-emwalc'hiñ, soavon, krib, h. a ;
k) Servietenn-daol, asied, gwerenn, kontell, loa, fourchetez, un torchouer; .
d) Peadra da skrivañ : karnedigoù kaieroù,. h. a. ;
e) Ur gwiskamant Breizh ma c'hell (evit ar gouelioù a vo roet a-gevret gant Kelc'h KLEDER) ;
f) E lod sukr, tikejoù bara.

Labour ar c'hamp. - Rannet 'vo al labour e 6 kevrenn :


1) Kaozeadennoù : graet alies-tre gant an izili o-unan, hag a-wechoù gant tud pedet.
2) Sonerezh : biniou; kan, h. a.
31 Koroll ha c'hoarioù.
4) C'hoariva : c'hoariet e vo e fin ar c'hamp ur pezh-c'hoari aes.
5) Studi ar yezh, dreist-holl.
6) Kentelioù kembraeg graet e brezhoneg ha kentelioù brezhoneg graet e kembraeg evit hor
breudeur tra-mor a zeuio da gampañ war un dro ganimp.
Feurmet e vo un nebeut kambroù evit an dud dimezet a c'houlenno. O vezañ ne vo ket aes da gaout
kambroù, ret e vo goulenn abred a-walc'h. Eveljust, priz feurm ar gambr a vo ouzhpenn. Diaes a-
walc'h eo divizout krenn bremañ dija prit an devezh er c'hamp. Koulskoude e c'hellomp lavarout e
vo etre 200 ha 225 lur. Goulenn a reomp digant ar gamperien kas en araok ma c'hellont, priz o
c'hampad, pe an hanter d'an nebeutañ. Kas an arc'hant d'an Ao. J. de Bellaing, Guingamp, C.C.P 9-
106 Rennes..

Penaos mont da Gleder. - Mont da Gastell-Paol dre Vontroulez. E Kastell-Paol ez eus kirri dre dan
evit Kleder (9 c'hil).

Notenn a-bouez. - Goulenn a reomp digant ar re a soñj dont, reiñ o anv ar c'hentañ ar gwellañ d'ar
sekretour, evit ma vo kaset dezho an danvez-labour da bleustriñ warnañ a-raok ar c'hamp. Evit
kaout diskleriadurioù ouzhpenn, kas un timbr evit ar respont.
Ar sekretourez :
An Itr. V. de Bellaing, Kadolan, Gwengamp.

KAÑV.
- D'ar 24 a viz Meurzh ez eo aet da anaon, e Becherel e-kichen Roazhon, an It. Némo, mamm
Roparz Hemon : kouezhet e oa klañv da vare bac'hidigezh ha prosez he mab, ha ne oa ket bet abaoe
evit pareañ klok. Emsaverien a zo bet en douaridigezh ha kurunennoù seizennet gwenn-ha-du o
deus merket kalonad Breizh vreizhek.

90
D'an Ao. Roparz Hemon, dalc'het en estrenvro, ha da diegezh an It. Némo, e kinnigomp gant
doujañs hor gourc'hemennoù mantret a gengañv.

BREZEL AR POST. -- Pedet omp. bet en deiz-all da vont d'ar Post evit klokaat mizoù un tregontad
a niverennoù postet ganeomp. Lavaret eo bet deomp da gentañ e oa ret ober un diskleriadur da
c'hallout kas levrioù estren dre Vro-C'hall. A-hend-all, estren pe get, ret oa kaout asant ar Post evit
kas paperennoù en ur baeañ priz ar skridoù-mareadek (périodiques). Hogen, en a-raok, ret oa ober
ur goulenn war baper-timbr ouzh ar Justiz.
Setu perak emaomp bremañ o tiskleriañ AL LIAMM-TIR NA N-OG d'ar Justiz ha d'ar Post, goude
bezañ diskleriet anezhi da Vurevioù ar C'helaouennoù, da Vinistrdi ar Yaouankiz, an Arzoù hag al
Lizhiri, d'al Levrdi Broadel. Setu perak ivez un toullad a gomananterien a zo chomet ur pennad a-
raok degemerout hon niverenn 7. O fediñ a reomp d'hon digareziñ.
Eveljust, a voe lavaret din gant ar Post, ma vije bet ho kelc'hgelaouenn skrivet e galleg, trubuilh
ebet n'ho pije bet ganeomp. Eveljust... .

HOR C'HOMANANTERIEN. - E dibenn Miz Ebrel, 199 a dud a oa komanantet d' Al Liamm - Tir
Na N-0g.
Aodoù an Hanternoz (22), Penn ar Bed (55), Il ha Gwilez (17), Lier Izelañ (16), Mor Bihan (17),
Pariz ha tro-war-dro (42), Departamantoù all (20) Trevadennoù Bro-C'hall (2), Iwerzhon (3), Skos
(1), Manav (1), Bro-Saoz (1), Stadoù Unanet (1).
Un nebeut evezhiadennoù : evit ar Mor Bihan hag Aodoù an Hanternoz, lec'h ma 'z eus
Brezhonegerien e-leizh, kresket e tlefe bezañ an niver. -- En Il ha Gwilen hag el Liger Izelañ, an
holl re gomanantet, koulz lavaret, a zo o chom e Roazhon hag en Naoned ; evit an departamantoù
breizhat all, kas a reomp hon niverennoù un tammig dre-holl. N' hon eus ket kalz a skoazellerien er
Broioù Keltiek tra-mor, hogen lennet e vez hor c'helaouenn du-hont, rak kaset e vez un toullad
skouerennoù d'ober bruderezh.
Anat vo d'an holl ez eo c'hoazh kalz re dreut niver ar re o deus roet deomp o skodenn. 400 pe 500 e
tlefent bezañ, evit gallout labourat hep re a drubuilh.
Pediñ a reomp an holl da gas deomp o skodenn ar c'hentañ ar gwellañ pa vez lavaret dezho ez eo
echu o c'homanant. O zrugarekaat a reomp en a-raok.

PROFOU. -- Degemeret hon eus ar profoù-mañ e ti Al Liamm- Tir Na N-Og : Yann Thomas (diner
ar yezh), 100 lur; Yann Boupinod, 100 ; C. Perez, 1.000 ; It. de Saint-Pierre, 300 ; A. Hemlin, 100 ;
Renault, 100 ; Lemoine 30 ; J. Ar C'hozh 100 ; Kemper, 20, 25 ; Douarnenez, 175 ; Kemper, 550,
100, 100, 50; Evreux, 75 ; Douarnenez, 550 ; K., 170 ; M. S., 600.
Trugarez, en anv Breizh, d'ar brofourien galonek.
AL LIAMM 9
Tir na n-óg
Gouere - Eost 1948
N° 9

TAOLENN

KUDENN AR BREZHONEG, gant L. S 3


KELC'H GWALARN, KELC'HLIZHER D'AN IZILI 21
Lennegezh
AR GORNANDONED, gant Erwanez Galbrun 22
AR BARZH LOUET, gant Dik Trevan (tr. Fañch Elies) 28
AR VRETECHENN VEUR, gant Balzac 34
UR MAILH CHASEOUR, gant Mayne Reid 48
Barzhonegoù
SKEUD AR RABIN, gant Roperzh Ar Mason 51
DIV VARZHONEG, gant X. X 54
C'hoariva
AR VAMM, gant Fant. R. Meavenn 57
Hor Bro
UN TOUR KAER: PLOARE, gant Herle Blomarc'h 63
Keltia
BRO - IWERZHON 1947, gant R. Pradig 67
Notennou 72

KUDENN AR BREZHONEG

Un amzer a zo bet ma c'helle kudenn ar brezhoneg tremen hep bezañ merzet gant ar
peurvuiañ eus an dud. Un amzer a zo bet hag e oa diseblanted en he c'heñver o ren dre-holl hag ar
fae boutin-tre. Hiziv, n'eo ket evel-se. Stank, ha stankoc'h-stankañ, e teu da vezañ bemdez ar re a
bled ganti. Pep hini, muioc'h pe nebeutoc'h en deus klevet komz anezhi ha bez' ez eo zoken (pe bez'
eo bet) evit kalz ur merk a enebiezh. Peogwir ar c'huzulioù-kumun, ar c'huzulioù-departamant, ar
gannaded, ar gelennerien skol-veur (an Ao. beleg Falc'hun) a gemer preder ganti, ret-mat eo he defe
un dalvoudegezh bennak. Ha kement Breizhad c'hoant dezhañ anavezout traoù e amzer, a zo e zlead
he studiañ dre vras d'an nebeutañ.
Skolaerien ha skolaerezed kristen eskopti Kemper ha Leon o deus abegoù muioc'h c'hoazh
eget ar re all da bleustriñ ganti, dre ma c'houlenn diganto reolennoù an eskopti reiñ bep sizhun d'o
bugale un hanter-eurvezh vrezhoneg en o c'hlasoù ; pe e plijo dezho pe get, ar brezhoneg a sell outo
peogwir eo un dever evito kinnig dezhañ ul lodenn eus o labour-skol. Ouzhpenn, o vezañ m'eo fiziet
enno diorren bugale Vreizh, amzer da zont ar vro, e sammont dre-se war o skoaz, ur bec'h
pounneroc'h eget tud all e-keñver ar brezhoneg hag a zo ul lodenn eus tachenn sevenadurel o bro.
Ret eo dezho 'ta gouzout ervat petra da grediñ diwar-benn ur gudenn, siwazh re nebeut anavezet hag
a vez douget warni kalz a dreuzvarnioù. Savet eo bet ar studiadenn zister-mañ evit sklerijennañ war
gement-se ar re anezho a ra deomp an enor da heuliañ hor skol vrezhonek dre lizher. Kavout a raint
enni, war un dro, abegoù da garout hor yezh kozh muiañ-karet ha respontoù da stankañ genou ar re
a zrouk-prezeg a-enep dezhi. Ra lennint ha zoken, ra studiint anezhi. Ra lakaint ar re all d'he lenn,
pe ra skignint ar menozioù anezhi, en doare ma vo douget d'ar brezhoneg ul lodenn brasoc'h-brasañ
eus hor mistri-skol, o deus roet dezhañ dija kalz a verkoù a garantez.

Studiañ a raimp diouzh tro :


1° an abegoù hon eus-ni, Breizhiz, da zerc'hel d'hor yezh vroadel;
2° istor ar yezh-se ;
3° he stumm ;
4° he stad hiziv hag an enebadennoù a glever war he divout ;
5° Hon dleadoù en he c'heñver hag ar gwellañ tu d'o c'has da benn.

4
Perak e tleomp derc'hel d'ar brezhoneg

Daoust hag eveshaat a reer mat atav ouzh al lec'h dalc'het er vuhez gant yezh ar c'havell ? Ha
n'eo ket gant douster he gerioù eo ez omp bet luskellet ez-vihan ? Ha n'eo ket ganti hon eus gellet
reiñ da c'houzout d'an dud all hor soñjoù kuzhetañ, hon trivliadoù tenerañ, hor fromoù kreñvañ ?
Tristat tonkadur hon hini, ma teufemp a-daol-trumm da goll hon eñvor, da vezañ evel disrannet
diouzh kevredigezh an dud ! Ha ne vefe ket gwelloc'h c'hoazh bezañ dall ? Ur yezh ? Bez' ez eo an
alc'houez hud a zigor deomp ene hor c'henseurted ; bez' ez eo ar c'hoar burzhudus enskrivet warnañ
prederioù donañ, esmaeoù haelañ hor c'hentadoù ; bez' ez eo un eil skrivadur eus ene an den.
Hogen, m'he deus ur yezh seurt talvoudegezh, e tlefe ar studi anezhi bezañ hor studi
aketusañ ; bez' e tlefe kaout war skeul ar c'helennerezhioù ul lec'h eus an dibab, uheloc'h da skouer
eget an hini o pleustriñ war an danvez, evel ar vaenouriezh, pe war ar c'horf evel ar vevoniezh, ul
lec'h ken uhel a-us d'ar skiantoù-se ha m'emañ an ene dreist d'ar c'horf. Hag atav emañ an traoù
evel-se eviti ?
Ya, a c'hellomp respont evit ar peurvuiañ eus ar yezhoù. Pep hini a oar ar vras a amzer
implijet e skolioù Bro-C'hall evit studiañ ar galleg, e yezhadur, e lennegezh ; ha reizh eo. Penaos,
avat, ar brezhoneg, hag a zo ur yezh evel ar re all, komzet gant tud tamm ebet disteroc'h eget ar re
all, penaos n'en deus ket ar gwir da vezañ kelennet er skolioù-stad e Breizh-Izel ? E Tregaranteg hag
e Kombrid, e tesko ur skoliad diforc'h un tamm greunvaen diouzh un tamm kleiz, ar « radius »
diouzh ar « c'hubitus »; anavezout a ray trevadoù an Indez pe stêrioù bro-Sina, hogen, biken ne vo
lakaet da studiañ ar yezh komzet gant e c'hourdadoù abaoe kantvedoù, ar yezh ma komz e gerent
hag a gomz eñ e-unan bemdez-Doue. Ha n'eo ket un dismegañs d'hor stad a zen hepmuiken lakaat
studi ar vein uheloc'h eget hini hor yezh ?
Pep yezh a ziskouez un dalvoudegezh all : bez' ez eo-hi un dassked eus temz-spered ar bobl
a ra ganti. Stummet eo bet gant ar bobl-se goustad, karantezus, a-hed ar c'hantvedoù, un tammig
diouzh he fatrom.
5
Diskiant e vefemp-ni Breizhiz, ni hag a zo ur bobl diouti hec'h-unan, ni hag hon eus
diskouezet e-doug hon istor skouerioù ken dispar a galonegezh en emgannoù, a zalc'husted el
labour, a fealded d'hor ger ha d'ar feiz kristen, ma tilezfemp studi amzer dremenet ken kaer hor
gourdadoù. Hogen, en tremened-se, ma kemer ul lec'h a enor trec'hioù Nevenoe, vertuzioù Sant
Erwan pe labourioù a reizh kevredigezhel an dugez Anna, bez' e talc'h ivez ar brezhoneg ul lec'h
ken bras all dre m'eo bet doare-skignañ soñjoù hor c'hentadoù, dre m'eo ar chadenn hag hor stag
outo a-dreuz ar c'hantvedoù, dre m'eo, erfin, ur savadur hag a zo un testeni eus perzhioù dibar an
temz-spered breizhat.
Hag e vefe marv hiziv ar yezh-se, e chomfe ganeomp an dlead d'he studiañ ha d'he c'harout,
evel ma studiomp ha karomp an traoù bet e-kerz tud veur an Istor. Met pa welomp anezhi bev-
buhezek c'hoazh, p'emañ, evel pa lavarfen, peget ouzh hor c'hig peogwir eo komzet gant ouzhpenn
ur milion eus hor c'henvroiz, pa gejomp ganti bemdez en hon divizoù gant ar re a zo chomet feal
dezhi, en anvioù kêrioù ha bourc'hioù hor bro, leun a frond keltiek, en anvioù an dud, ken disheñvel
diouzh anvioù ar C'hallaoued, ken flamm, ken bev, e kav din e tlefe pep Breizhad reizh e galon hag
eeun e spered bezañ dedennet gant ar yezh-se ha reiñ dezhi, d'an nebeutañ, ur sell pa na ve ken
nemet evit hec'h anaout. Gwelout a reomp en deiz a hiziv un dra hag a c'hell bezañ souezhus a-
walc'h evit darn, hag a zo koulskoude naturel-tre. Kalz a Vreizhiz desket, savet e galleg hepken, o
deus santet deut d'an oad gour, o vevañ lentik, en o c'hichen ur yezh ha n'o doa ket c'hoazh taolet
evezh warni betek neuze, o doa marteze disprizet. Skoet int bet gant he zonkadur reuzeudik ; sellet
o deus outi pishoc'h, he studiet o deus, ha gounezet gant he gened ez int deut d'he c'harout gant ur
garantez aet bepred war gresk gant an anaoudegezh donoc'h o devoa anezhi, o reiñ evel-se da galz a
vrezhonegerien a-vihanik ur gaer a gentel. Bez' e lavaront outo o-unan :
« Komz a ra Breizhiz ur yezh dezho o-unan. Tra hag a rafe avi da galz a bobloù all. Ar
C'hallaoued, ar Saozon a vez lorc'h enno gant o yezh ! Perak ne vefe ket stad ennomp gant hon
hini ? Ma fell deomp bezañ Breizhiz e gwirionez, ha pa ne vefe, nemet evit se, ez eo un dever
evidomp anavezout yezh Vreizh. » Reizhveizek int, neketa ? met ret e vefe, avat d'an holl Vreizhiz
soñjal evelto.

Istor

Eus pelec'h e teu ar brezhoneg ? pe oad eo ? peseurt kerentiezh a zo etrezañ ha yezhoù all
Europa ? Setu ar goulennoù a zeu diouzhtu er spered pa stager gant kudenn ar brezhoneg.
6
Redek a ra war orin ar brezhoneg kredennoù ken disheñvei ha ken diboell ma 'z eo ur
blijadur o c'hendastum. Evit lod n'eo nemet galleg trefoedet ; evit darn all e tiver eus al latin ; evit
darn all c'hoazh e tenn d'ar saozneg pe zoken d'an alamaneg (en abeg d'ar « ya » moarvat). En
XVIII-vet kantved, an Tad Gregor a Rostren, oberour ur geriadur, a grede n'oa ket bet ijinet ar
brezhoneg gant an dud, met roet war-eeun gant Doue da Jafet ha d'e diegezh, e bro-Senaar. Ha Malo
Korred (La Tour d'Auvergne) a yae betek diskleriañ e oa komzet ar brezhoneg e Paradoz an Douar
gant Adam hag Eva, hag e oa eta an holl yezhoù o tont diwarnañ. Sorc'hennoù kement-se holl, evel-
just, hag hon laka hiziv da vousc'hoarzhin. Met pelec'h emañ ar wirionez ?
Ar sklerijenn war benn-kentañ ar brezhoneg n'eo ket deut deomp nemet abaoe ar c'hantved
diwezhañ, gant araokaat ar genlizheregouriezh, da lavarout eo ar skiant a zesk keñveriañ ar yezhoù
kenetrezo. Hag e c'hellomp hep re aon da faziañ reiñ da anaout andon ar brezhoneg.
Evel ma ouezit ervat, ne ziwan ket ur yezh un deiz, trumm ha trumm, evel ur c'habell-touseg
war lerc'h ar glav. Dont a ra pep yezh diwar ur yezh koshoc'h, dre gemmadennoù dister ha dibaouez
deut diwar demz-spered ar bobl pe diwar levezon ur yezh amezek. Evel-se ar galleg a zeu diwar al
latin, evel an italianeg hag ar spagnoleg, met goude tremen dre galz a bazennoù etre.
Ar brezhoneg, eñ, a zeu diwar ar c'heltieg, yezh kozh komzet gant ar Gelted, bremañ mil
bloaz 'zo. Bez' e oa ar Gelted ur bobl c'halloudus ha balc'h hag he deus renet Europa a-bezh war-dro
ar bloavezhioù 2000 ha 1000 araok Jezuz-Krist. Nebeut anavezet eo o sevenadurezh ; hogen
gouzout a reomp e oant brezelourien daer hag e oa dreist a-walc'h o relijion.
En em rannet en deus ar c'heltieg e daou skourr : ar skourr gouezelek hag ar skourr
brezhonek.
Diwar ar gouezeleg ez eo diveret yezh a-vremañ Bro-Iwerzhon, hini Vro-Skos ha rannyezh
Enez-Vanav, da lavarout eo : an iwerzhoneg, ar skoseg, hag ar manaveg.
Er skourr brezhonek emañ ar c'hembraeg, komzet e Bro-Gembre, ar c'herneveg bet komzet
betek kreiz ar c'hantved diwezhañ e Kernev Breizh-Veur, hag ar brezhoneg, hor yezh deomp-ni.
Hevelep yezh e oa brezhoneg ha kembraeg betek ar VII-vet kantved. Abaoe n'o deus graet
nemet en em zisheñvelaat muioc'h-mui, en doare ma ne c'hell hiziv ur brezhoneger kompren ar
c'hembraeg nemet goude un tamm studi. Ar c'herneveg, eñ, a zo kar-nesoc'h d'ar brezhoneg.
Ar galianeg, hag a oa komzet e Galia betek aloubidigezh ar vro-se gant ar Romaned, a zo ivez eus
ar skourr brezhonek.
7
Steuziet eo bet buan dirak al latin, yezh ar soudarded roman, goude trec'h Kaezar war Verkingetorix,
er bloaz 50 araok Hor Salver.
N'eo ket eta ar brezhoneg na galleg, na latin. Kenderv eo da c'houezeleg Iwerzhon ha breur
da gembraeg Bro-Gembre.
N'eo ket kennebeut galianeg, peogwir hemañ a oa bet kemeret e lec'h, evel m'am eus lavaret,
gant al latin, en Aremorika evel er peurrest eus Galia. Degaset eo bet en hor bro... Penaos ? Gant piv
? Setu pezh a chom ganin da zisplegañ.
Enez Vreizh, hiziv Breizh-Veur a oa betek ar V-vet kantved, o chom enni Breizhiz gounied
ar Gelted a wechall. Aloubet e voe d'ar mare-se gant brezelourien o tont eus an douar bras, Angled
ha Saozon. Trec'het e voe buan ar Vrezhoned, dre ma oa dizunvaniezh etrezo. Ar re na fellas ket
dezho plegañ dindan yev an estren a gemeras hent an harlu. Bez' e voe anezho nerzhekañ ha
hardisañ lodenn ar bobl.
En Aremorika e teuas kalz anezho d'ober o annez, bleniet an aliesañ gant Sent hag o deus
roet o anv d'hor c'hêrioù ha d'hor bourc'hioù. Kavout a rejont dirazo ur bobl rouez ha gwanaet ha
dont a rejont a-benn d'he sujañ ha d'he rediañ d'ober gant o yezh : ar brezhoneg.
Ouzhpenn ur c'hantved e padas an enbroadeg peoc'hus-se, ha ganti en em ledas tachenn ar
brezhoneg. Etre ar V-vet,hag an X-vet kantved emañ en e astenn brasañ hag e barr e nerzh. Rak
prouet eo hiziv e oa komzet ar brezhoneg d'ar mare-se betek ul linenn Dol-Genou al Liger, war ur
gorread div wech an hini bremañ. Yezh nemeti e oa e lez roueed Vreizh evel Nevenoe, Salaun, Alan
Varvek, hag an duged kentañ.
Adalek an XII-vet kantved, emañ hi o koll tachenn. N'eo ket ken komzet e lez an Duged ; an
dudjentil hag ar vourc'hizien a zilez anezhi nebeut ha nebeut evit ar galleg. Meur a wech e vije bet
marvet e-pad an eizh kantved war-lerc'h ma ne vije ket bet yezh ur bobl hag a zo unan eus he fennañ
perzhioù ar fealded gwisket gant ul lodenn bras a-walc'h a bennegezh (ur pleg fall a lavar lod ;
hervezon ez eo marteze ar gwellañ pleg a c'hellfed kaout). Evel ma lavar un oberour breizhat :«
Biskoazh kelennet, atav dilezet (pa ne veze ket enebet outañ ) gant mistri a bep seurt ; disprizet gant
ar c'hêrioù, o c'houzañv gwall daolioù an dismantroù, an argadegoù niverus o deus, e-pad ken hir
amzer, drastet ha rivinet ar maezioù breizhat o c'holeiñ anezho a soudarded estren, ar brezhoneg,
n'eo ket hepken chomet bev, met degouezhet eo betek ennomp gant e holl berzhioù-natur. M'eo deut
e c'heriadur, dindan levezon ar galleg ha da heul an holl zarvoudoù meneget uheloc'h, da vezañ, a-
wechoù, distreset muioc'h pe nebeutoc'h, chomet eo ar brezhoneg divoulc'h en e frammadur.
8
Kement a ra e gaerded hag e verkoù anat a zo bet miret gant doujañs en ene ar bobl... E-touez ar
bobl vreizhat, e-touez al labourerien-douar, lodenn-diazez anezhi, eo en deus bevet hag e vev ar
brezhoneg ».
Dilez ar yezh gant ar pennoù, ma n'en deus ket gellet he lazhañ na tennañ diganti he ferzhioù a-
ouenn, en deus koulskoude miret outi d'ober he c'hresk evel ma vije bet ret dezhi ; da binvidikaat he
geriadur gant gerioù evit an traoù diverz, da wellaat he c'hevreadurezh, en ur ger da zont da vezañ
ur wir yezh a sevenadurezh, evel ar saozneg, ar galleg, an alamaneg. Implijet hepken gant an dud
diwar ar maez, ez eo chomet diflach evel kalz a yezhoù rannvroel all, ar provañseg, da skouer.
Hiziv, distresañ a ra muioc'h-mui dre forzh bevañ re dost d'ar galleg, betek dont da vezañ, e genou
darn ur meskaj gallek-brezhonek, un doñjer e glevout.
Ouzhpenn, laoskentez ar renerien, ar pennoù bras, eo he deus harzet ouzh ar brezhoneg da
sevel pezhioù kaer a lennegezh, evel m'en dije gellet ober hervez e berzhioù a ouenn. E gwirionez,
n'hellomp ket lakaat al lennegezh vrezhonek skoaz-ouzh-skoaz gant hini pe hini eus lennegezhioù ar
broioù bras a-vremañ. Daoust da se, ha d'an tonkadur garv a zo bet e lodenn a-viskoazh, e c'hellomp
bezañ lorc'h gant an oberoù en deus krouet, oberoù hag a c'heller keñveriañ gant ar re wellañ savet
el lennegezhioù rannvroel. Ne venegin nemet ar re dalvoudusañ anezho.
En amzervezh ar c'hrenn-vrezhoneg (XI-vet - XVII-vet kantved ) e kaver « misterioù »,
pezhioù-c'hoari, relijius a awen : Buhez Santez Nonn, Burzhud bras Jezuz, Buhez Sant Wenole ; ha
« Collocou Quiquier Roscoff »(1626).
En amzervezh ar brezhoneg a-vremañ (adalek ar XVII-vet kantved ) ez eo ret menegiñ : an
Tad Maner, Jezuist a Vro-Roazhon, a adreizhas an doare-skrivañ : eñ eo krouer ar « c'h » hag ar
boaz da skrivañ ar c'hemmadurioù. En XVIII-vet kantved, Charlez ar Briz a skriv levrioù a
zevosion, anvet « heuriou » hag a gaver hiziv c'hoazh war ar maez.
En XIX-vet kantved, e welomp un toullad a yezhourien hag a skrivagnerien vrudet : ar
Gonideg, lesanvet « Reizher ar brezhoneg », Kervarker, oberour « Barzhaz-Breizh », levr dispar, ret
da bep Breizhad e lenn, levr hag a lakae George Sand ken souezhet ma skrive : « Ur rannvro hepken
e Bro-C'hall, a zo, en he barzhoniezh, da vezañ keñveriet gant ar pezh o deus krouet spered-dreist ar
vrasañ barzhed hag ar broadoù barzhoniusañ ; krediñ a ran lavarout zoken eo trec'h dezho. Eus
Breizh e fell deomp komz. Nep en deus lennet Barzhaz-Breizh Kervarker, a rank krediñ start pezh a
skrivan ha e sankañ e don-donañ e spered.
9
« Droukkinnig Nevenoe » a zo ur pezh-barzhoniezh a 140 gwerzenn brasoc'h eget an Iliadez,
klokoc'h, bravoc'h, peurvatoc'h eget n'eus forzh peseurt oberenn krouet gant spered mab-den. «
Bosenn Elliant », « ar C'horriged », « Lez-Breizh », hag ugent diamant all eus an dastumad
brezhonek-se, a zo skouerioù eus ar binvdigezh klokañ ma c'hell klask tizhout ganti al lennegezh
telennek.
En amzer vremañ, ret eo deomp menegiñ Kalloc'h, lazhet er brezel e 1917, oberour « Ar en
deulin » (war an daoulin), dastumad barzhonegoù awenet uhel hag heverk-tre ar stumm-skrivañ
anezho. Ha Tangi Malmanche, oberour « Gurvan, ar marc'heg estrañjour » hag ar pezh-c'hoari kaer-
meurbet « Ar baganiz ». Etre an daou vrezel hon eus gwelet dindan renadurezh Roparz Hemon,
rener ar gelc'hgelaouenn « Gwalarn », un amzer a embannadurioù fonnus gant Jakez Riou, Youenn
Drezen, Kongar, Meven Mordiern, Loeiz ar Floc'h, an Ao. Perrot, Langleiz. ...Mar deus bet gellet
ober an adsav-se eo en abeg da labour kuzhet un den gouiziek-meurbet gwir ziskibl d'ar Gonideg, e
anv Frañsez Vallée, oberour ur geriadur bras a 800 pajennad, kendastumet ennañ holl zanvez ar
brezhoneg a-vremañ.
N'en deus ket bet eta ar brezhoneg diouer a skrivagnerien veur nag a oberoù dreist, met
faziañ a rafed o klask barn an dalvoudegezh anezhañ, nemet diwar an oberoù krouet gantañ. Bez' he
deus ur yezh he zalvoudegezh dezhi hec'h-unan, bez' he deus perzhioù a-ouenn dizalc'h diouzh nep
a gomz pe a skriv anezhi evel m'en deus ar violoñs perzhioù dezhañ e-unan, hag e vefe implijet pe
gant un arzour meur pe gant un deskard. Ar perzhioù-se eo : pinvidigezh ha resisted he gerioù, o
zalvoudegezh skeudennus ha barzhonius, gwevnded hec'h ereadurezh, hag erfin, an tu da stummañ
gerioù nevez. Hogen, war ar pevar boent-se, ez eo ar brezhoneg ur yezh eus an dibab. Ha ne vo ket
didalvout evidomp prederiañ ur pennadig war ar gudenn.

Dremm ar brezhoneg

Diskleriomp da gentañ, ha kement-se a dalvez bezañ lavaret, pa vez anv ganeomp eus ar
brezhoneg, ne gomzomp ket hepken eus ar yezh-se ken flour ha ken c'hwek a darzh ken brav war
vuzelloù hon tud kozh diwar ar maez, gwall-vesket, allaz ! a gomzoù gallek gant ar yaouankiz, met
c'hoazh eus ar yezh c'hlan-se ha pinvidik implijet gant hor skrivagnerien veur, a-wechall pe a-
vremañ.
Arabat disoñjal, kennebeut, penaos abaoe hanter-kant vloaz, diwar lusk poellek tud gouiziek
hag oberiant evel Ernod, Vallée, Meven Mordiern, Roparz Hemon, ez eo bet peurnevezet hor yezh.
10
Gerioù nevez, niverus hag a-zoare, a zo bet savet evit klotañ gant ezhommoù nevez ha
c'hoant an amzer vremañ.
Peurveizet eo bet ar yezhadur, dibabet un doare-skrivañ unvan hag eeun ; evit ar
werzaouriezh ez eo bet lakaet da dalvezout diwezhañ kavadennoù ar werzoniezh hag ar
soniadouriezh ; en ur ger, kement eo aet ar brezhoneg war wellaat ma 'z eo hiziv, ur benveg ampart
a-walc'h da ziskleriañ holl venozioù hag holl drivliadoù ur Brezhon eus an XX-vet kantved.
Met, stagomp ganti da vat, ha da gentañ, komzomp eus ar geriadur.
Pinvidik-mor eo hemañ evit kement a sell ouzh an traoù fetis, dreist-holl ar pezh a sell ouzh
buhez ar maezioù.
Ur bern gerioù en deus, ha n'heller o zreiñ e galleg nemet dre ul lavarenn-dro hir.
Setu.
Terchal : teurel ur gontell evit gouzout piv a zibabo al lodenn gentañ e labour ur park.
Garlotus : a vez lavaret a-zivout ur gêr m' emañ he farkeier pell an eil diouzh egile.
Diboullañ : Kas eus ul lec'h gleb d'ul lec'h sec'hoc'h. Labouseta : mont da bakañ laboused.
Keuneuta : dastum keuneud.
Divelc'houeda : tennañ kuit ar melc'houed.

Evel re an holl yezhoù pobl, gerioù ar brezhoneg o deus un nerzh skeudenniñ hag a ra diouer
da c'herioù ar yezhoù aozet re diwar ar spered, e-giz ar galleg. Bez' ez eus ganto ur vlazenn-vro
dezho o-unan.
Taolomp evezh un tammig ouzh talvoudegezh sonerezhus hor brezhoneg. Skiltrus eo ar
gerioù anezhañ : da gentañ o vezañ n'emañ ket ennañ al lizherenn didon « e», implijet kalz e galleg ;
d'an eil o vezañ ma kaver ennañ e-leizh a sonioù kreñv evel « o », « ei » ( kein ) , « enn » ( penn ) ,
« aou » ( maout ), hag alies kensonennoù skourjezus evel « st » (stoket ) , « sk » ( sko ) , « stl »
( stlapet ) , « str, » ( stroñs ) ; d'an trede o vezañ m' ac'h echu ar pep brasañ eus ar gerioù dre ur
gensonenn. Evit gwir, ur vogalenn e fin ur gomz a voug ar son evel un tamm pilhou a lakafed
trumm war ur c'hloc'h emeur o paouez tintal. Lakait, da skouer, keñver-ha-keñver ar ger galleg
chant gant ar ger brezhonek kan hag ar ger saoznek song, hag e komprenot ervat. En abeg da se ez
eo ar brezhoneg ur yezh dreist evit ar prezegerezh.
Ur perzh mat all d'ar gerioù brezhonek eo hemañ : livañ a reont gant ar son anezho o-unan,
skeudenniñ a reont pezh a ziskleriont. Ur skouer bennak a roio gwelloc'h da gompren.
Storlok : ar ger-se, distaget fraez hon laka da glevout evel ma ve ur c'harr o vont gant un
hent skosellek.
11
Sklintin : ha ne gav ket deoc'h, gant ar ger-se klevout kleierigoù o tintal dirak ho
tivskouarn ? (An efed-se a zeu dreistholl eus ar gensonenn « n» oc'h astenn ar son).
Flibous : a verk un dra gludennek ha dizalc'h.
Bourbouilh : a zegas soñj ez-resis eus birvilh an dour.
Klukañ : a laka dirak hon daoulagad un den o lonkañ en un taol ur vi pe ur werennad traoù
lipous.
Flistrañ : pa zistager ar ger-se, gant an avel o c'hwibanat etre an teod hag an dent, daoust ha
ne lavarfed ket eo e ve an dour eo a zo o strinkañ eus failh ur roc'h pe eus ur feunteun bennak ?
Pufal: a reer eus ur c'hazh o tufañ hag o fuc'hañ, pa vez kounnaret.
Soroc'h : eo trouz gouez ha divent an avel c'hoañv o voudal.
Erfin, stroaleg, gant e lies kensonennoù luziet, a zo ennañ holl ziampartiz ur paotr yaouank
o ruzañ e dreid hag o trabidellañ war an hent evel un den mezv.
Ar c'hengloterezh-se, eus ar ger gant ar pezh a verk a zo ur perzh mat, prizet kenañ gant ar
varzhed hag a gresk souezhus o doareoù-displegañ. Yezh europat ebet, zoken ar saozneg, na c'hellfe
bezañ par d'ar brezhoneg evel yezh varzhonius.
Na zilezomp ket an danvez-mañ hep rannañ ur gomz a-zivout ar c'hemmadurioù ken brudet,
implijet hepken er yezhoù keltiek. Petra int nemet striv ar yezh evit tizhout ar c'henson ? Al
lezennoù kevrinus-se hag a vlota kaleted ar c'hensonennoù evit aesaat an hesoniezh. Ha na lamont
ket diwar ar brezhoneg an tamall graet dezhañ gant skrivagnerien 'zo da vezañ ur yezh c'harv ? Ur
yezh nerzhus, mar karer, met pegen heson ivez.
Studi ar geriadur hor c'has war-eeun betek sellout ouzh ur perzh mat hag a zo dreist-holl tra
ar brezhoneg : an tu en deus da grouiñ gerioù nevez.
Ken eeun ha ken aes e vez graet kement-se ma teuer da soñjal a-wechoù e vefe ar brezhoneg
evel ur yezh vurzhudus difluket eus empenn un achantour bennak ijinet dreist.
Pa grouer gerioù eo ret teurel evezh ouzh ar gwriziennoù, ar c'hentgerioù hag ar
gourfenngerioù.
Niverus eo e brezhoneg, ar c'hentgerioù hag ar gourfenngerioù ha drezo e c'heller tizhout
reiñ d'ar ger ur resisted dibar.
Setu amañ, da skouer, ur ger hag a c'hell dre c'hourfenngerioù skeudenniñ liesdoareoù ar
soñj :
E galleg, ar ger « course » a dalv war un dro da verkañ :
1° ar redek ;
2° ur redadenn ;
3° skiant ar redek ;
4° ur redadeg.
12
E brezhoneg, ar wrizienn-c'her eo « red », kenster d'ar galleg « cours »:« red an dour »( le
cours de l'eau ).
1° ober an hini a red eo ar « redek »: « ar redek a zo skuizhusoc'h eget ar c'herzhed. »( la course est
plus fatigante que la marche) ;
2° unan o redek a ra ur « redadenn »:« ur redadenn hir am eus graet »(j'ai fait une longue course) ;
3° skiant ar redek eo ar «rederezh »:« ar rederezh a zo diaes a-walc'h da zeskiñ. » ( l'art de la course
est assez difficile à apprendre ) ;
4° kalz o redek a-gevret a ra ur « redadeg »:« redadeg roñsed a vo e Brenañveg. »(il y aura des
courses à Brenañveg).
Evit krouiñ gerioù nevez e kemer ar brezhoneg e wriziennoù ennañ e-unañ. Ober a ra gant
gwriziennoù brezhonek, o stagañ outo, hervez an ezhomm, kentgerioù ha gourfenngerioù hag ar
gerioù stummet en doare-se n'int ket diaes da gompren, tamm ebet.
Evit ar galleg eo un abadenn all, savet m'eo an darn vuiañ eus e c'herioù skiantel diwar
wriziennoù gresianek pe latin. Ar re n'ouzont ket gresianeg ha latin, hag an niver bras eus an dud eo,
ne gomprenont hogos netra er gerioù skiantel gallek (da vihanañ diwar ar gwriziennoù m'int deveret
anezho). Ar skiant o deus anezho a zeu dezho dre forzh o gwelout e-kerz o lennadurioù.
Kemeromp skouerioù : pet Gall eus ar bobl a zo gouest da reiñ ster resis ar gerioù-mañ : 1°
mélanoderme ; 2° dolichocéphale ; 3° ethnologie ; 4° zoologie ; 5° orthodoxie ; 6° presbyte ; 7°
capillaire ; 8° stéatopyge ?
Lavarit bremañ d'ur brezhoneger :
1° mélanoderme eo, e brezhoneg, dugroc'henek ( kroc'hen du);
2° dolichocéphale eo hirbennek (penn hir) ;
3° ethnologie eo denoniezh (diwar «den » hag « oniezh », kenster da « logie », skiant) ;
4° zoologie eo loenoniezh (diwar « loen » hag « oniezh »;
5° orthodoxe eo gwirgelennek (diwar « gwir », ha « kelenn ») ;
6° presbyte eo hirwel (diwar «, hir » ha « gwel »);
7° capillaire eo blevheñvel (heñvel ouzh blev) ;
8° stéatopyge eo druzfeskennek (diwar « druz » ha «feskenn),
hag e welot evel ur ouel o kouezhañ a zirak e zaoulagad. « Perak, e lavaro outañ e-unan, gerioù ken
bras evit traoù ken sklaer ? »
13
Ha ne welit-hu ket pegen mat e vefe embann, e brezhoneg, evit tud amzesk hor bro, levrioù
da ledañ deskadurezh skiantel pe lennegel ? Aze, da nebeutañ, ne vefent ket strobet gant gerioù iskis
ar geriadur skiantel gallek, hag e c'hellfent, drezhi hec'h-unan, peurechuiñ an deskadurezh boulc'het
er skol.
Met poent eo din paouez, rak kaout a ra din klevout ar re-se am eus breutaet ken alies ganto,
hag a lavare din bewech, a-zivout ar brezhoneg dre vras, hag e c'herioù nevez dreist-holl :« n'eo ket
brezhoneg ho prezhoneg-c'hwi. N'eo ket implijet gant ar bobl ar pep brasañ eus ho kerioù. Ne oar
den pelec'h ez it d'o c'hlask. Hag ho kerioù badezet « skiantel » n'int nemet « tammoù traoù » krouet
en andor gant gouizieien ha distag-krenn eus ar vuhez pemdeziek : ne badint ket. Komzit 'ta eus ar
brezhoneg-pobl ! Ken c'hwek ! Hennezh n'eo ket brezhoneg « chimik » evel hoc'h hini !»
Fellet eo bet din displegañ dirazoc'h an enebadenn, rak boutin a-walc'h eo, ha setu pezh a
c'hellfe bezañ respontet.
« Da gentañ », ur ger dianav en ur c'horn-bro a c'hell bezañ anavezet en ur c'horn all. Ha ret
e vefe difenn ouzh un oberour implijañ ar ger « beure »; e-lec'h « mintin » war zigarez n'eo anavezet
ar ger-se nemet e Bro-Dreger ? Da c'houde, ret eo merzout penaos kalz eus ar re a c'houlenn un
testeni a orin-pobl evit pep ger brezhonek, o deus alies kuitaet yaouankik a-walc'h o bro, hag ez eus
un niver bras a c'herioù implijet en o farrez hag a chom dianav-krenn dezho.
Ar gerioù krouet ? Bez' e c'hellan lavarout deoc'h e kaver anezho e pep yezh, ha muioc'h
eget er brezhoneg. Diskiant e vefe lakaat da wir n'eus ket a vrezhoneg er-maez eus geriadur ar
paotr-saout.
Lakaomp ne vefe ger gallek gwirion ebet estreget ar re anavezet gant labourer-douar ar «
Beauce ». Neuze, avat, da e vefe deomp teurel d'ar blotoù nav ger gallek, da vihanañ, war zek.

Goude ar geriadur, gwelomp an displegadur-verboù. Pinvidik-mor eo gant e liesfurmoù, dre


ma c'hell reiñ d'anaout, ez-resis, menozioù kuzhetañ mab-den.
Bezet ar frazenn c'hallek :« J'aime le breton ». Tri stumm disheñvel a c'hell gwiskañ e
brezhoneg :

1° me a gar ac brezhoneg, stumm dibersonel ar verb o chom digemm e holl c'hourioù pep
amzer. Implijet eo evit tennañ an evezh war ar ger-rener dre e lakaat war wel. Skouer :
Me a gar ar brezhoneg ;
Te a gar ar brezhoneg ;
Eñ a gar ar brezhoneg ; h. a;
14

2° ar brezhoneg a garan, stumm personel merket ennañ gour ar verb gant an dibenn-ger-
verb. Amañ eo tennet an evezh war ar renadenn o tigeriñ ar frazenn ;
Ar brezhoneg a garan;
Ar brezhoneg a garez ;
Ar brezhoneg a gar, h. a... ;

3° Gant an trede stumm e venner tennañ an evezh war ar verb o tigeriñ ar frazenn, e-lec'h
m'eo displeget gant skoazell ar verb « ober ». Hennezh eo marteze ar stumm boazetañ er yezh
voutin.
Skouerioù
Karout a ran ar brezhoneg ;
Karout a rez ar brezhoneg ;
Karout a ra ar brezhoneg, h. a...
Bez' e vefe ur pevare stumm hag a laka muioc'h c'hoazh ar verb war-wel, hag a vez implijet
e degouezhadennoù ' zo. Setu eñ amañ :
Bez' e karan ar brezhoneg ;
Bez' e karez ar brezhoneg ;
Bez' e kar ar brezhoneg, h a...
Ouzhpenn ar stummoù-se, mat evit an holl verboù, ez eus c'hoazh reoù all graet ganto
hepken e displegadur ar verboù « bezañ » ha « kaout ».
An hini kentañ, ouzhpenn 'ta amzerioù boutin an holl verboù, en deus evit ar bremañ hag an
amdremenet ur stumm-lec'hiañ hag ur stumm-boaz. Evelse ar frazenn c'hallek :« je suis heureux » a
c'hall bezañ roet e brezhoneg e c'hwec'h doare disheñvel :
1° Me a zo eürus ( dibersonel );
2° Eürus on ( personel ) ;
3° Emaon eürus ( stumm-lec'hiañ pe bremañ resis ):
4° Me a vez eürus (stumm-boaz dibersonel );
5° Eürus e vezan (stumm-boaz personel) ;
6° Bez' e vezan eürus ( stumm-boaz gant evezh war ar verb).

Ar verb « kaout » pe « endevout » gouez da Wenediz ) en deus ivez ur stumm-boaz, hag ar


frazenn c'hallek :« J'ai du plaisir », a c'hell bezañ troet :
1° Plijadur am eus ;
2° Plijadur am bez ;
3° Bez' am eus plijadur ; (evezh war ar verb).

Klozomp ar pennad war ar yezhadur dre ur gomz a-zivout an araogennoù.


Evel ma lavar Vallée, kemm a zo etre talvoudegezh araogennoù ar galleg, pout ha laosk (evit
ar stagelloù, avat, ne lavaran ket) hag araogennoù ar brezhoneg, pinvidik, resis hag a-bouez bras an
implij anezho.
15
Da skouer, bezet an araogenn c'hallek « de ». Setu amañ seizh frazenn vrezhonek ha ne vo
ket graet div wech enno gant an hevelep araogenn.
l° J'ai peur de Jean. Aon am eus rak Yann.
2° J'ai envie de dormir. C'hoant am eus da gouskat.
3° Je suis dégoùté de cet homme. Heug am eus ouzh an den-se.
4° Il s'est détourné de Dieu. Distroet eo diouzh Doue.
5° C'est un homme de loi. Un den a lezenn eo.
6° Il est sorti de la salle. Aet eo er-maez eus ar sal.
7° Donnez-moi de 1'eau. Roit din dour. (Hep araogenn ).

Ouzhpenn, an araogenn vrezhonek he deus un doare dezhi hec'h-unan d'en em genstrollañ


gant ar raganv-gour evit reiñ gerioù a en em ziskouez heñvel a-walc'h ouzh un displegadur-verb.
Evelse an araogenn « evit » a zeu da vezañ :« evidon », « evidout », « evitañ », h. a.

An taol-lagad berr-se war hor yezhadur en deus hon lakaet da welout hiniennoù eus
perzhioù-mat ar brezhoneg. Arabat krediñ avat, e ve en hor soñj diskouez emañ atav ar maout gant
ar brezhoneg bewech m'hen lakaer keñver-ha-keñver gant ar galleg. E berzhioù-mat gwirion ne
viront ket outañ da gaout sioù ken gwirion all, da skouer paourentez e roll-gerioù evit an traoù uhel
ha difetis, (daoust m'eo boulc'het mat al labour evit e lakaat da glotañ gant ezhommoù ar vuhez a-
vremañ ), an diaes m'eo dezhañ a-wechoù lakaat an islavarennoù dre stagell d'en em strollañ etrezo
pe gant al lavarennoù. Met ar sioù-se a zo kentoc'h evitañ kleñvedoù kroc'hen, hag a vefe aes
awalc'h da bareañ ma vefe ar yezh tra an dud desket. An izili talvoudusañ a labour mat. Ne gemerin
evit testeni nemet ar pennad-mañ skrivet gant ur Gall eus al « Loir-et-Cher », deut d'ar brezhoneg
bremañ 'z eus hanter-kant vloaz, en deus gouestlet dezhañ e vuhez hag a zo deut da vezañ gouiziek-
kenañ war hor yezh, an Ao. ar Rouz (Meven Mordiern ):« Amañ ez eus lec'h, emezañ, da lakaat da
veva ha da skigna eur yez veur, komzet en amzeriou ragistorek gant brudeta brezelourien Europa,
hag e derou ar Grenn-Amzer gant ar stourmerien galonek a nac'has beva dindan ar Saozon en Enez-
Vreiz, hag a ouezas suja pennou balc'h Romaned Aremorika ; eur yez veur hag a zo chomet, daoust
da gollou bras he geriadur, unan eus gwella, pinvidika ha kloka yezou en Europa ; eur yez hadet ha
kuzet enni ar muia a c'halloudeziou na c'hortozont evit diwana ha bleunia nemet dorn labourerien
ampart ».

Stad a-vremañ
16
Yezh enorus 'ta, dre hec'h andon, kaer drezi hec'h-unan hag ar pennoberoù krouet enni,
penaos avat he deus-hi bet un tonkadur ken gwalleürus ? Nag eo ur rann-galon d'he mignoned he
gwelout hiziv o vont war ziskar, ha ret dezho en em c'houlenn gant enkrez ha padout e c'hello-hi da
chom bev ; da harpañ ouzh al labour-freuzh a dag anezhi dre an diabarzh, hag ar waskerezh
diaoulek a glask he mougañ eus an diavaez ? Rak, ne dalvez ket ar boan en em douellañ : e gwall
riskl emañ amzer da zont ar brezhoneg. Kalz a dachenn en deus kollet e-doug ar bloavezhioù
diwezhañ-mañ hag e c'heller lavarout ez eo degouezhet en ur mare ma 'z eus riskl bras war e vuhez.
Klaskomp kompren abegoù ar stad mantrus-se.
Kentañ abeg eo an darvoudoù politikel o deus graet eus Breizh, gwechall stad dieub, ur
rannvro c'hall. O klask dalc'hmat unvaniñ, ar gouarnamant gall n'en deus biken fellet dezhañ anzav
gwirioù ha gizioù ar rannvroioù, brezel zoken eo en deus graet dezho. Ar brezhoneg dreist-holl,
daoust da strivoù ha goulennoù stank, a zo bet atav nac'het groñs outañ bezañ degemeret er
stadvererezh hag er skolioù. Hag ur ministr gall, de Monzie ( Doue r' e bardono! ) a grede diskleriañ
e 1932 :« Mervel a rank ar brezhoneg evit ne vo e Bro-C'hall nemet ur yezh hepken !» Komz
kasaus, neketa, hag a lakaas klemmoù da sevel dre bevar c'horn Breizh.
An dinac'h-se eus hor gwirioù en deus bet ul levezon vras war ar bobl, douget m' eo hi da
brizout kement tra a zeu a-berzh ar stad. O welout n'eo ar brezhoneg netra evit ar gouarnamant, ez
eo deut da sellout outañ evel ur yezh a netra ha da glask lakaat ar yezh-stad en he lec'h.
Un eil abeg eo ar pezh a c'heller ober anezhañ trubarderezh an dud uhel : aotrounez a-
wechall ha n'o deus biken komzet brezhoneg, bourc'hizien hiziv ouzh hen dilezel muioc'h-mui, o
reiñ evelse ur skouer fall spegus a-wel d'an holl.
Erfin, kresk an deskadurezh en deus darc'haouet gantañ c'hoazh un taol spontus. Abaoe ma
oar galleg an holl pe damdost e kemerer ar c'hiz da gomz galleg muiañ ma vez gellet. A-hend-all
evit kaout ur plas dindan ar gouarnamant, evit beajiñ, evit ober tra pe dra er vuhez voutin, ez eo ret
gouzout galleg. Ha kompren a reer gant-se un tammig ar boan a gemer ar c'houer breizhat da zeskiñ
pe da lakaat deskiñ galleg d'e vugale. Perak, avat, en deus ar c'hoant reizh da c'houzout yezh ar vro
vras, a zoug anezhañ evel ma c'hoarvez alies, da gasaat yezh an hini vihan ?
Pa soñjer, ouzhpenn an nerzhioù-se, hag a labour dalc'hmat a-enep hor yezh, emañ c'hoazh
levezon brasoc'h-brasañ ar journalioù, ar radio, ar sinemaioù holl e galleg, e vo komprenet neuze ar
riskl spontus m'emañ hiziv ennañ hor paourkaezh brezhoneg.
17
Dirak kement-se, n'eus ket da vezañ re sabatuet pa glever kalz o tiougan marv ar brezhoneg
a-barzh pell hag oc'h ober pennoù foll eus ar re a striv da saveteiñ dezhañ e vuhez.
Perak, emezo, stourm ouzh un dra tonket da vervel ? Planedenn ar yezhoùigoù eo bezañ
friket gant ar re vras. D'ar marv eo kondaonet ar brezhoneg enket ma 'z eo er maezioù, dilezet
muioc'h-mui gant ar vrezhonegerien o-unan hag a gemer ar pleg da sevel o bugale e galleg, harluet
ma 'z eo diouzh ar stadvererezh hag ar skol; hag ar strivoù evit e saveteiñ ne reont nemet astenn,
hep talvoudegezh ebet, ur stad hegasus evit an holl.
Re all, hep mont betek lavarout dilezel ar vamm-gozh war he zremenvan, a guzulika
deomp :« Gwall bennek ez oc'h c'hwi oc'h en em stagañ evel ma rit ouzh ar brezhoneg. Ur yezh a
dalv ur yezh all. Hag e ve un alc'houez, houarn pe arc'hant, petra 'ra ma tigor mat deomp an nor ?
Pal ur yezh ha n'eo ket lakaat an dud d'en em gompren eo ? A-hend-all, n'eo an divyezhegezh nemet
un torr-penn ha morse n' he deus douget frouezh mat. Da gentañ, bez' ez eo un abeg diehan a
ziaesterioù. Ouzhpenn, pa vez div yezh o kenvevañ en ur vro ec'h en em gemmeskont peurvuiañ ha
diwarno e tiwan alies trefoedach euzus a ra mezh d'an eil ha d'eben. Ma fell deoc'h e ve komzet
galleg mat e Breizh, dilezit ar brezhoneg. Hag evelse, e tiskouezot ouzhpenn ho lealentezh e-keñver
Bro-C'hall. Ur vro hepken, ur yezh hepken, setu ar reizh. A-hend-all, o chom aheurtet en ho stourm
evit ar brezhoneg emaoc'h e riskl da skoazellañ paotred an emrenerezh. »
Evit pezh a sell eus ar gelennadurezh uhel, hini ar skolioù-meur, dic'hallus eo moulañ en ur
yezhig kalz levrioù gouiziek, hag an dra-se a viro ouzh implijidi ar yezhig-se da vezañ ken barrek
hag ar re a gomz ar yezhoù bras. Setu an tamalloù a glever bemdez-Doue o kouezañ eus genou hon
enebourien hag ivez eus hini an dud dianaoudek eus kudenn ar brezhoneg. O displeget em eus
dirazoc'h didroidell rak ret eo anaout mat evit gouzout, pa vez ret, penaos kas an dorzh d'ar gêr.
D'ar re a ginnig deomp dilezel hor yezh dre m'emañ-hi gwall-wasket e c'heller respont
n'anavezont ket mat Breizhiz, tud pennek ha tud feal, mar deus ! Ar brezhoneg en argoll ? Abeg
muioc'h, evito d'e skoazellañ ; klañv eo ? Abeg muioc'h evito da glask e bareañ.
Gwall vuan, avat, e vez barnet ar brezhoneg. Koll tachenn a ra ? Gwir eo. (Bez' e c'hellfed
lavarout kemend-all diwar-benn ar galleg). Met krediñ diwar-se ez eo marv a zo lakaat an abadenn
da dreiñ gwall-vuhan, a gav din. Bez' ez eo « gwerzhañ 'r vi e reor ar yar ». N'eo ket mat dougen
kañv d'ur yezh a-raok he marv. Ma 'z eus kleñvedoù, pareañsoù a zo ivez. Ha pa soñjer ez eus anv
amañ eus ur yezh, dezhi kaleted ha dalc'husted reier hon aodoù, e c'heller kaout estreget disfiziañs
eus an amzer da zont.
18
Ma welomp en istor kalz a ziskaroù dic'hortozet e welomp ivez alies adsavioù ken dic'hortozet all.
Ne oar den pezh a vo warc'hoazh, Bro-C'hall a c'hellfe, er bloavezhioù da zont, heuliañ skouer ar
Stadoù Unanet pe Rusia, ha sevel ur gouarnamant kevredel a rofe da bep rannvro he gwirioù hag he
frankiz.
Evit ar pezh a sell ouzh an alc'houez houarn pa arc'hant ez eus bet respontet er penn kentañ,
p' hon eus diskouezet e oa ur yezh, n'eo ket hepken ur benveg ret evit an darempredoù
kevredigezhel met c'hoazh dassked ene ur bobl hag un herezh vroadel eus ar pouezusañ, dav da bep
den kalonek e virout hag e greskiñ ma c'hell. Neb a nac'h pe en deus mezh anezhañ a ra ken fall hag
an neb a nac'h e gerent pe en deus mezh oc'h anzav ez eo mab dezho.
Eveljust, aesoc'h e vefe ur yezh evit an holl. Piv, avat, en deus ar gwir da ziskleriañ pehini
anezho o-div a rankfe bezañ aberzet d'ar falsdoue « unander »? Lakaomp e teufe Bro-C'hall da
vezañ a-benn ugent vloaz, ur rannvro eus Rusia. Nag a vlej neuze e-touez ar C'hallaoued ma lavarfe
dezho ar Rused, evel de Monzie :« Mervel a rank ar galleg evit mad ar rusianeg ».
Diaesterioù a vez oc'h heuliañ an divyezhegezh. Nebeutoc'h marteze eget ma lavarer. Ur vro
a zo, Helvetia, e-lec'h ma kenvev e peoc'h peder yezh. Re all a zo ma komzer enno div, teir yezh.
Hiziv dreist-holl, p'eo astennet an amzer-skol betek pevarzek vloaz (da c'hortoz pemzek), perak
n'oufe ket ar bobl vreizhat ar brezhoneg hag ar galleg war un dro ? A-hend-all, ur yezh, a-dra-sur, a
dlefe chom digemmesk, met n'eo ket eno eo emañ an dalc'h hepken. Ar pezh a goll e glanded galleg
ar brezhoneger a zo digollet kaer gant an nerzh hag ar wevnded a zegas d'e spered an ober gant div
yezh. Neb a anavez ur yezh a dalv un den, eme Jozeb de Maistre, hag an hini a anavez div a dalv
daou zen ».
Bez' ez eus, e gwirionez, diaesterioù bras da drec'hiñ evit embann levrioù gouiziek en ur
yezh a zo bihan he foblad lennerien. N'heller ket, avat aberziñ pep tra evit aesded gouizieien veur,
forzh pegen doujus e vefent. Mad an holl a rank bezañ trec'h war hini un dornad speredeien. A-
hend-all, ha dezhañ kaout un deskadurezh uhel, e rank unan gouzout, ouzhpenn yezh e vro, unan pe
ziv eus yezhoù bras Europa. Mar deo ar brezhoneg yezh e gavell, e ouezo galleg d'e zaouzek vloaz
hag, evit kenderc'hel gant e studi lennegel pe arzel e vo rampo gant ar Parizian pariziatañ.
19
Dleadoù e-keñver ar brezhoneg ha penaos o seveniñ

Evel m'hon eus gwelet, gwir en deus ar brezhoneg, n'eo ket hepken da vevañ, met da gaout,
e diabarzh ar stad c'hall, ar galloud da greskiñ evel n'eus forzh pe yezh all. Ha dlead pep Brezhon eo
strivañ da grouiñ an aergelc'h-se ma vleunio e yezh ennañ. Hogen ar stad graet bremañ d'ar yezhoù
bihan a c'houlenn strivoù bras evit galloud o saveteiñ. Hag hiziv n' emañ ken an traoù evit ar
brezhoneg evel hanter-kant vloaz 'zo. N' emañ ken ar mare da ziwall ar brezhoneg war e zifennoù,
da zerc'hel anezhañ en e stad a yezh-pobl hepmuiken, mat d'an hirañ da vezañ komzet ha dezhi evel
lennegezh netra nemet un nebeut kanaouennoù pe kontadennoù gwrac'hed kozh. Er c'hontrol, ma
venner mirout outañ da vervel ez eo ret e skignañ eus ar maezioù d'ar c'hêrioù, eus ar vereuri da di
ar bourc'hiz. Ret eo adreiñ dezhañ e wirioù, o c'houlenn groñs digant ar gouarnamant e enoriñ en ur
zigeriñ dezhañ dorioù ar skolioù hag ar stadvererezh. Menoz lorc'hek ha dic'hallus ? Froudenn ur
briz-keltiegour en andor ? Ne gredan ket. Fiziañs leizh ar galon a c'heller kaout, pa weler gant
peseurt kred e tesk hiziv ar brezhoneg kemend-all a dud desket eus Breizh evit e gomz goude ; pa
weler 340 kuzul-parrez eus hor bro o c'houlenn lakaat deskiñ ar brezhoneg er skolioù, ha kuzulioù-
departamant « Penn-ar-Bed » hag « Aodoù an Hanternoz » oc'h ober kemend-all evit an trede gwech
e miz Gwengolo 1946 ; pa weler dasorc'hidigezh dispar gouezeleg Iwerzhon, kouezhet izeloc'h eget
ar brezhoneg, ha deut da vezañ yezh-stad ar vro.
Daoust-pe-zaoust, n'eus forzh pehini e vo e donkadur, un dra 'zo hag a zo sklaer ; ar
brezhoneg a zo bev, ha dre-se, e tleomp derc'hel kont anezhañ. Evit ur Breizhad gwirion n'eus ket da
varc'hata : bez' e tle karout e yezh hag ober e seiz gwellañ evit he mirout hag he gwellaat. Penaos ?
E berr, pevar dra a zo da ober :
1° Bezañ chalet gant ar brezhoneg. - E studiañ p' hon devez amzer : da skouer, heuilh ur
skol-dre-lizher. - Prenañ ha lenn al levrioù embannet er yezh-se, skoazellañ an oberoù, ar
c'hevredigezhioù a zifenn ar brezhoneg, ar bolitikerien o kaout an hevelep menoz ;
2° Komz brezhoneg ar muiañ ar gwellañ ha bezañ stad ennomp ouzh hen ober. Arabat
deomp bezañ eus an dud-se, Aotrounez Flammig, renet o doare-bevañ gant ar c'hiz, o krediñ emaint
seul vui « a-vremañ » ma troont kein da gement tra vreizhat a zo ; tudigoù hep poell hag a chomo
peget outo o buhez-pad o sotoni diremed. - Klask gwellaat ar yezh-se dre he c'hwennat diouzh ar
c'homzoù gallek bewech ma 'z eus tu e brezhoneg da zisplegañ an hevelep menoz ;
20
3° Difenn ar brezhoneg en divizoù. Da skouer, diskouez d'ar gerent pegen noazus e-keñver ar
brezhoneg eo ar pleg o deus kemeret war ar maez d' ober hepken gant ar galleg evit komz d' o
bugale. Prouiñ dezho e c'hell ur brezhoneger, ma 'z eo e spered ken digor, bezañ ken barrek en e
studi hag ur galleger. Diskouez dezho penaos o bugale, savet en ur yezh ha n'eo ket hini an tiegezh,
a vo evel diframmet diouzh an tiegezh-se hag en arvar d'en em gavout ennañ evel estrenien
(Euzhusat tra gwelout ar paour-kaezh mammoù-kozh, leun o eñvor a gontadennoù kaer, hag a rank
chom mut dirak o bugale-vihan a garont kement ; ma n'eo ket ur vezh gwelout bugale o kaozeal
galleg d'o c'herent a respont dezho e brezhoneg);
4° Dreist-holl harpañ ar goulennoù graet evit lakaat ar brezhoneg er skolioù. Ret eo, ha ret bras, e
vefe lec'h evitañ en arnodennoù ( testeni-studi, breved, bachelouriezh ). P'hon do tizhet kement-se
en do graet ar brezhoneg ur c'hammed bras war-du an trec'h.

Ar vistri-skol a c'hell kalz evit entanañ ar garantez ouzh ar brezhoneg e kalon ar vugale.
Arabat dezho ankounac'haat da gelenn anezho a-zivout ar gudenn-se. Ra vint aketus bep sizhun d'an
hanter-eurvezh vrezhonek : ra lakaint kanañ kantikoù ha kanaouennoù brezhonek ( e-touez ar re
binvidikañ en Europa emañ ar sonerezh-pobl breizhat ). Ra roint lec'h d'ar brezhoneg e
levraouegoù-skol, er c'hoariva. E-berr, ra zalc'hint atav koun ez int Breizhiz.
Soñjomp ervat ne vo saveteet ar brezhoneg nemet gant Breizhiz. Ar re a gompren kaerder ar
stourm-se ha gwad dezho dindan o ivinoù, ra stagint gant al labour. Goude ar relijion, n'eus netra
ebet hoalusoc'h, retoc'h, brasoc'h ha dereatoc'h d'ur galon uhel eget hor Brezhoneg muiañ-karet.
L. S.

21

KELC'H GWALARN Kelc'hlizher d'an Izili


Mezheven 1948.

Kalz a respontoù a zo deuet d'hor c'helc'hlizher kentañ, hini miz Ebrel. War greskiñ ez a
niver izili Kelc'h Gwalarn. Ennañ ez eus bremañ, e-kichen skrivagnerien ha yezhourien anavezet a-
gozh, un toullad mat a dud yaouank.
Hervez ar respontoù, e c'hellan kinnig er miz-mañ ur roll-labour pishoc'h d'ar stourmerien
evit ar yezh.
1. Studi ar yezh. Deskiñ skrivañ e Brezhoneg Eeun, dreist-holl dre studiañ oberoù hor
skrivagnerien-bobl a wechall : Troud, Milin, Inizan, Herri, An Uhel, hag all.
2. Doareoù-kelenn. Aozañ a-benn miz Here rummadoù kentelioù evit deskiñ lenn Brezhoneg
Eeun e tri miz.
3. Sevel-skridoù. Aozañ : a) pennadoù berr e Brezhoneg Eeun evit « Geriadur Breizh »; b)
danvez levrioù bihan a bep seurt, e Brezhoneg Eeun ivez, enno 10.000 ger.
b. Doareoù-moulañ. Moulañ levrioù bihan, 48 pajenn, gant ur golo skeudennet e 2 pe 3 liv ;
ment : 11 sm. war 14 sm.
5. Doareoù-brudañ : a) kas tud da werzhañ al levrioù-se war ar maez ; b) embann pennadoù
e brezhoneg pe e galleg, diwar-benn ar brezhoneg, er muiañ a gazetennoù ma c'heller.

Lavarit din, mar plij (a-raok diwezh miz Gouere), penaos e c'hellit-c'hwi reiñ dorn d'ar
stourmerien all, hervez ar roll-labour-mañ.
Notenn. - Kelc'h Gwalarn a labour a-du gant Emsav Keltiek Breizh, ha gant Me a Zalc'ho.
Gant va gwellañ gourc'hemennoù,
Roparz HEMON.

KELC'H GWALARN
42, Whitebeam Road
Milltown, Dublin, EIRE.

22

lennegezh

Ar Gornandoned

E Bro-Dreger, pe ma fell deoc'h resisaat, e Mousteru, Treglanviz ha war-dro, er parrezioù-se,


tost da Wengamp, e-lec'h ma tremenis bloavezhioù va bugaleaj, ne veze ket lavaret « korriged » na
« korriganed », hogen « kornandoned » pe c'hoazh « lutuned ».
Hag un istor a anavezan diwar-benn ul lutun... Perig al Lutun... a oa mignon bras d'am zad-
kozh. Krediñ a ray deoc'h, marteze, emaon o vont da adkempenn ur gontadenn bennak ? Ac'hanta,
lavarout mat a ran : un istor gwir eo, strewet ennañ, ken gwir all eo ivez, meur a dra iskis, blaz ar
marvailh warne.
En amzer-se, pa oa yaouank va zad-kozh eta, eo a dremen an darvoudoù ; dek ha pevar-
ugent vloaz bennak a dle bezañ, peogwir eo marv va zad-kozh tri-ugent vloaz 'zo... ha bez' ez eus
tud vev c'hoazh hag o deus soñj anezhañ.
Va mamm ha va moereb Katell am eus klevet meur a wech o kontañ an doareoù ha setu pezh
am eus miret em eñvor.
Erwan-Vari Postig ( Wanig )'oa anv va zad-kozh. Pa oa paotr yaouank, en amzer ma tremen
an traoù-mañ, e oa mevel en ur vereuri. Niverus 'oa ar vugale er Veuzid, en ti-feurm dalc'het gant e
dud ha ne oa ket bras a-walc'h evit bevañ anezho holl. Pegoulz ha penaos e reas anaoudegezh gant
an hini a anved « Perig al lutun »? Piv 'oar ? Kement-se n'eo ket diskleriet. Mignoned e oant, setu.
Ha ken berr all e chomin ma c'houlennit hiroc'h diganin diwar-benn al « lutun » -se Piv 'oa ? Eus a
belec'h e teue ? N'ouzer ket. Moarvat e oa anezhañ un doare reder-bro; lemm e spered, gant doareoù
iskis a-walc'h, ne zaremprede ket kalz an dud, ha ne anavezed micher resis ebet dezhañ. Bihanoc'h e
oa e vent eget hini ar baotred all, hag en abeg da se, emichañs, e oa graet outañ « al lutun ».
Darempredoù en doa, avat, gant Wanig Postig. Daou vignon e oant zoken, gouest d'en em
harpañ an eil egile, pa veze ret. Setu, da skouer : ar c'hiz a oa gant ar baotred, d'ar c'houlz-se - ha
miret eo c'hoazh, a gredan, e lec'hioù ' zo - d'en em gavout er vourc'h, da Sul d'abardaez evit evañ
chopinadoù ha tabutal etrezo diwar-benn al labour, temz an amzer, aferioù ar barrez, aferioù ar vro :
bepred eo heñvel : aferioù paotred... A-wechoù e save bec'h, sachadeg ha kann.
23
Ha neuze ma tegouezhe gant Wanig bezañ paket en un dro fall bennak, tennet e veze er maez eus ar
reuz ha diwallet eus ar gwall-daolioù hep gouzout d'ar re all dre benaos ! Perig al lutun, e vignon eo
a oa kiriek.
D'e dro, Wanig, a ouveze reiñ skoazell d'e geneil. Ober a rae evitañ kuzhiadennoù boued e
toull ar girzhier ; ouzh troad ar c'hroazioù ; e pep seurt lec'hioù all divizet etrezo.
An daou genseurt en em gave kentoch pa veze deuet an noz. Lavaret em eus deoc'h dija ne
seblante ket plijout kalz da Berig bezañ gwelet gant an dud. Bez' e oa ar c'hiz neuze da gas ar
c'hezeg er-maez e-pad an noz. En askont da se moarvat en doa kemeret Wanig an tech da vont da
redek ouzh skleur al loar - pa veze loar ! - evit stignañ lasoù da bakañ konikled pe c'hedon. Ha setu
m'en em gleve an daou geneil : Perig a yae da gas ar c'hezeg e-pad ma rae Wanig e droioù. An den
bihan en doa tapet brav-tre doare c'hwitellat e vignon hag en ur glevout anezhañ o tremen dre an
hent don pe ar wenojenn, pep hini a grede hag a lavare :« Setu Wanig Postik o vont gant e gezeg ».
Tu o doa an daou geneil d'en em gavout, da c'houde, d'ar c'houlz ha d'al lec'h divizet etrezo, ha
Perig, ar paotr fin, a ouie, pa veze ret tennañ tan diouzh ur bern-maen ! ! ! E-giz-se eo bet lavaret
din, ha, mar deo deoc'h da grediñ e oa ar maen a zeve pe ma tarzhe an tan dioute, kit da glask
hiroc'h, ma fell deoc'h.
Plijout a rae d'ar bugel-noz (an anv-se, daoust ma ne vez ket implijet er c'horn-bro, a ya mat
d'hor Perig), plijout a rae dezhañ eta dont dre guzh - bepred dre guzh - ha pa veze aet an holl dud da
gousket, da dremen ur pennadig amzer e korn an oaled, e-kichen al ludu, nerzh an tan enne c'hoazh.
En ti ma oa Wanig o labourat e oa, war an oaled, ur maen da vezañ implijet da skabell. Marteze e oa
bet degaset eno gantañ a ratozh-kaer evit e vignon. Ar maen-se a oa kelc'hiek e stumm; 25 sm. mat e
uhelder, 20 ledander ar c'helc'h, roudennet tro-dro en e uhelder, gant marelloù kizellet e-giz ma vez
ar peulioù e pep tu da zor vras ur c'hastell. Lod eus ur peul a seurt-se a c'helle bezañ dastumet
marteze e-touez dismantroù maner Gwermorvan, a oa nepell. Perig a blije dezhañ azezañ war ar
maen-se dres a vent vat evitañ, ha chom a rae eno da dommañ, morgousket, o huñvreal hag o
tiskuizhañ e sioulder an noz.
Anavezet e oa an doareoù-se gant tud an ti, ha den ne gave netra da rebech, pe ne grede ket hen
ober. Ne oa nemet ur vatezh a randone pa zegouezhe dezhi kavout al ludu stlabezet war an oaled ha
glaouienn vev ebet ken enne, pa zeue diouzh ar beure evit c'hwezhañ an tan. « Dont a rin a-benn da
zidonañ hennezh da zont e giz-se da zifoeltriñ va bern-ludu, me ' pai... » a lavare ar plac'h droug
enni. Perig, klevet gantañ an tamalloù-se ne rae ket kalz a van, nemet klask, evel just, c'hoari troioù
kamm dezhi p'en dije tu d'ober.
24
Setu pezh a ijinas un dro bennak : ur gwener beure e oa, hag o tremen dirak an ti e welas ar
vatezh oc'h ober he labour ha meizañ a reas e oa o vont da aozañ yod d'ar verenn. Abredig e oa
c'hoazh. Perig a gendalc'has gant e hent, diwel ha didrouz, nemet ur pennadig goude, eus traoñ al
liorzh a oa a-dreñv d'an ti, en em lakaas da c'hervel an dud a oa er park pelloc'h da zont d'ar verenn.
Hopal dezho a reas, evel ma vez ar c'hiz, ha dont a rejont. En ur zegouezhout er porzh, avat, e
weljont ar vatezh dirak toull an nor, o « frotañ ar jaodourenn plat ». Gouzout a rit penaos e vez graet
? Nann ? Ma ! Klevit neuze, hag arabat deoc'h ober genou re figus : evel-se emañ ar c'hiz. Setu :
evit herzel ar yod da boazhañ re vuan ha da rostañ, e vez leurennet diavaez ar pod-houarn implijet
a-ratozh-kaer evit ar meuz-se... gant kaoc'h saout. Hor Janedig a oa o plediñ gant al labour-se, da
lavarout, avat, ne oa ket poazh ar yod na tost da vezañ ! Al labourerien harzet diwar o labour a-raok
ar c'houlz, a fulore, hag ober a rejont trouz ha goap ouzh ar plac'h. Homañ en em zifenne gwellañ
ma c'helle en ur lavarout n'he doa ket huchet d'ar verenn na lakaet den d'en ober. Pa voe klevet, o
tont eus korn al leur, ur c'hoarzhadeg skiltr ha goapaus e voe komprenet avat. « Hañ, eme unan, un
dro-gamm c'hoariet dit gant da vignon Perig al lutun ! - Evel-se 'mañ kont », eme ar plac'h konnaret
ruz, « paeañ a ray kement-se din sur ! »

Ur pennad amzer goude e kavas tro da rentañ d'hec'h enebour an taol fall en doa graet dezhi.
Ur gwener e oa, adarre, hag an dro-se eo krampouezh a oa bet da goan. Ar plac'h a chomas ur
pennadig en-dro d'al labour-se, ken ma 'z eas an holl dud da gousket. Bez' he doa he soñj, avat !
Evidoc'h da gompren mat eo ret diskleriañ pe seurt binvioù a vez implijet d'ober krampouezh. Da
gentañ ur bell da lakaat an toaz ; ar raozell d'e astenn war ar billig. Nemet arabat ankouaz dindan ar
billig : ar bladenn. Ar bladenn~se a vez oc'h ober anezhi un tamm houarn-teuz : foñs ur gozh
jaoudourenn bennak, ha lakaet e kreiz an trebez e harz nerzh an tan da dizhout re vuan ar billig ha
da leskiñ ar grampouezhenn.
Janed eta, a oa he menoz war ar bladenn-se evit kastizañ hec'h enebour. Echu ar
grampouezherezh ganti, ec'h eilpennas ar billig vras, treset warni sin ar groaz, - hervez ar c'hiz, -
gant beg ar sklisenn (Ra blijo d'an Aotrou Doue reiñ dimp ar c'hras da c'hellout ober krampouezh
meur a wech c'hoazh ). Eilpenn a reas ar billig, eta, nemet ar bladennig avat a lezas war an trebez
gant un tamm brav a dan c'hoazh dindan, ken ma zeuas buan da dommañ ruz.
25
Ha neuze - divinout a rit, moarvat, - e lakaas ar bladenn-se, bravig, war vaen al lutun ! Aes gouzout
petra a c'hoarvezas pa zeuas hemañ, didrabas, ur pennadig goude da glask e repu evel boaz e korn
an oaled. Devet, losket kriz e feskennoù, ar paour-kaezh a youc'has, hag ar gonnar ruz o kregiñ
ennañ, mont a reas betek gwele ar plac'h hag he sachañ er-maez a-hed he blev ! Ken rust, ken kalet
e yeas dezhi ken ma lezas anezhi hanter-varv war al leurenn ! Mervel a reas zoken un nebeut goude
diwar ar spont hag ar gwall daolioù ; e giz-se eo bet kontet din, da vihanañ.
Goude an taol-se, avat, ne voe klevet ken er c'horn-bro, na kavet roud ebet eus Perig al
lutun ! Ha Wanig ? Nebeut goude ivez e kuitaas ar vro evit mont war ar mor. E-pad pell e chomas
war e spered arouez e zarempredoù gant al lutun. Un dro bennak, distro d'ar gêr, er Veuzid, e oa o
tremen, d'abardaez-noz, dre ur park. Serr-noz e oa ha mont a rae ar paotr, brav-tre, etrezek ar gêr, pa
savas a-greiz-holl eus an douar, dindan e dreid koulz lavaret, un trouz spontus ! Pennfollet, ar paotr
en em lakaas da redek ken ma fiñvfoeltre e dreid, en ur huchal :« 'an gantañ ! 'an gantañ !» ( ez an
gantañ ).. Tan ar spont peget ennañ, en em deurel a reas er marchosi e-lec'h ma veze o kousket,
morailhet an nor warnañ, ha berniet a-hed hag a-dreuz, en a-dreñv : forc'h, rastell, ha benveg a
gement seurt ma kavas dindan dorn... An deiz war lerc'h, d'ar beure, pa zeuas e dad da glask digeriñ
ar marchosi, e kavas abeg d'ober goap outañ ha da ziskleriañ un nebeut gwirionezioù war un dro :«
an aon a zo krog ennout, va faotr ? Petra a zo c'hoarvezet eta ! Un dro fall bennak ? Ne vefen ket
souezhet, avat, gant da valeadennoù-noz hag an darempredoù iskis ac'h eus bet ! Mezhus un
tammig, Erwan ne ranne grik hag an tad oc'h ansav dezhañ, en ur c'hoarzhin goap, ec'h ouveze petra
e oa : o tremen e oa, dres, dre penn ar park an deiz a-raok ; klevet en doa ivez an trouz ha gwelet ar
paotr, peget ar spont ennañ, o krial hag o redek dirak... ur vandenn klujiri o sevel eus an andenn ! ! !
Setu pezh am eus klevet e-sell eus istor al lutun.
Un doare testenn bennak am eus gwelet avat eus an istor-se : ar maen kizellet a zo bet
komzet diwar e benn bremaik. Mamm a gavas anezhañ e-lec'h ma vevas hag a varvas va mamm-
gozh, ha kaset ganti d'hon ti, e chomas ganimp war an oaled e-pad ar bloavezhioù a dremenjomp e
Mousteru.
A-raok kuitaat ar vro, Mamm a ginnigas d'he c'henitervez, « va zintin Katell », kemer maen
al lutun evit ma chomfe an arouez-se eus darvoudoù c'hoarvezet d'am zad-kozh etre daouarn ar
gerent. Hag aet eo ar maen ganti pe chomet d'an diwezh e bourc'h v-Mousteru? un tu bennak en dro
da di Ar C'hoarieg, war leurenn an iliz... n'am eus ket soñj mat. Klask a rin gouzout un dro bennak,
hag adkavout ar maen.
26
An istor ne ya ket pelloc'h ? Nann, istor Perig al lutun am eus echu gantañ. Unan all am befe
da lakaat da heul, daoust ma 'z eo disheñvel-krenn an ton a zere outañ, ennañ koulskoude evel un
heklev o tasseniñ meur a vloavezh warlerc'h, evel skeud ar Gornandoned o tremen warnañ.
Er bloaz 1942, da lavarout e-kreiz ar brezel diwezhañ, e oa bet dizoloet dre zegouezh nepell
eus bourc'h Treglanviz toulloù dindan an douar, doare kevioù souezhus a-walc'h. Ki ur chaseour o
kouezañ e-barzh eo a reas dizoleiñ un doare hent war zirabañs a gase betek ar gambr gentañ. Mestr
ar c'hi ha goude gantañ daou pe dri den all a yeas da furchal. Pemp kambr all a voe kavet gante, ha
setu un nebeut diskleriadennoù a reas unan anezho din. Piv hennezh ? Va c'henderv, niz bihan eta da
Wanig Postig, Marsel Postig e anv. E-giz-se emañ an tonkadur.
Pep kambr he doa eta tri pe pevar metrad a hirder hag un tammig nebeutoc'h a ledander, ha,
tra da vezañ meneget, a-boan daou vetrad a uhelder, ma c'helle gant poan un den a vent ordinal
chom en e sav enne, nemet daoubleget e zivskoaz. Tra ebet, na roud ebet eus netra ne voe kavet er
salioù. Al leur a oa kompez, ar mogerioù kempennet ha takenn c'hlebor ebet eno. Daoust ma oa
strizh a-walc'h ar frankiz er salioù-se, gallout a raed chom e-barzh e-pad ur pennadig amzer hep
besañ diaesaet gant an diouer a aer. Pezh a verzas ar furcherien hag a sebezas anezho dreist-holl eo
an tremen evit mont eus an eil gambr d'eben : un toull er voger ; tric'hornek e stumm, digor a-rez
d'an douar, tri-ugent sm.ad a uhelder dezhañ hepken, ret d'un den mont ware grabanoù evit tremen
drezañ.
Ar gavadenn a oa bet diskleriet diouzhtu d'an Ao. Ar C'h..., person Treglanviz d'ar c'houlz-
se. Dont a reas eñ e-unan da welout al lec'h ha sevel a reas un danevell evit Strollad-Enklask Aodoù
an Hanternoz ( Société d'Emulation des Côtes-du-Nord ). Ur respont en doa bet, nemet dre ma oa
amzer ar reuz ha diaesterioù a bep seurt evit kas da benn ensklakoù a-seurt-se, e oa bet divizet lezel
an traoù en o stad, ken ma vefe echu ar brezel. Perc'henn ar park a reas stankañ an toull. Ret
lavarout diouzhtu e reas kement-se en un doare aketus ha poellek, evit mirout ouzh al loened da
vont e-barzh hag ivez evit herzel an douar da leuniañ anezhañ ha da zismantrañ an hent dizoloet.
27
Ha bremañ ? Daoust ha ne vefe ket deut ar c'houlz da vont war-dro al lec'h-se ? Eo, sur a-
walc'h, ha d'an dud ouiziek da lavarout deomp petra a zlee bezañ ar c'hevioù-se. Lec'hioù annez ur
ouenn-dud o vevañ aze kantvedoù ha kantvedoù - milvedoù marteze - a zo ? Tud a vent bihanoc'h
eget ar re all, graet dioute ar Gornandoned ? Bezioù manet eus ur c'hromlec'h bennak bet dismantret
? Ret lavarout ez eus leun a vein bihan er park e-kichen, daoust ma n'eo roc'hellek tamm ebet an
douaroù tro-dro. Kuzhiadennoù aozet e-pad an Dispac'h ? Treglanviz a zo bet lec'h diwezhañ
emgann « chouanted D-Taupin », nemet ret sellout neuze ouzh ment strizh ar salioù, mar deo
kuzhiadennoù evit tud ? Evit boued pe armoù marteze ?
Evidon avat, levezonet ma 'z on gant istor va zad-kozh, al lutun hag ar maen, troet e vefen
kentoc'h war-du ar vartezeadenn gentañ, anat eo.
Ar vojenn oc'h en em gemmeskañ gant an darvoudoù pemdeziek, arouez an amzerioù pellañ
o tont d'en em liammañ gant doareoù eeunañ ha boutinañ an amzer-vremañ ; roud ar c'hevrin ha
lusk ar vuhez en he glander o teverañ war-eeun eus penn kentañ ar bed betek ennomp... daoust ha
n'emañ ket evel-se bepred war douar sakr Breizh ?
Erwanez GALBRUN.

28
Ar Barzh Louet

Brasañ fazi a eure ar Barzh Louet en e vuhez a voe mont d'ar vengleuz, ha fazi bras all e
vuhez a voe chom eno. Ar baotred n'e anavezent ket hag eñ n'anaveze ket ar baotred. Evitañ n'oa
Dik Vihan an Diaoul hag e geneiled nemet anevaled gouez, ha, diouzh an tu all, Dik a varne eo ur
c'hrouadur eus ar bed all ez oa ar Barzh.
Ur c'hrennard bras, moan, 'oa ar Barzh Louet, unan eus ar grennarded-se a laka un den da
soñjal e goeñviñ hag e diskar diouzh o gwelout. Bez' e oa dezhañ ur fri bras, daoulagad du, hag a-
walc'h a vlev da guzhat ur penn brasoc'h eget n'oa e hini. E zremm a oa gwenn bepred dre ma oa e
fri ouzh he goudoriñ rak an heol, eme Zik Vihan an Diaoul, hag e zaouarn a oa hir evel daouarn ur
wrac'h kozh.
Gwiskañ a rae dalc'hmat garoù loeroù en-dro d'e zaou arzorn dre m'oa re baour e vamm da
brenañ chupenn lien nevez dezhañ bep tro ma, 'z ae re verr milginoù an hini a oa ouzh e wiskañ.
Petra bennak, ez oa e zivesker hag e zivrec'h o kreskiñ kalz muioc'h eget e gorf ken na grommas
hemañ gant ar vezh.
War e dreid e veze gant ar Barzh botoù bras a-walc'h dezhañ da vevañ enno pe dost, hag a-
bell ez en em ziskoueze evel pa vefe bet o kerzhout e-barzh daou bod laezh-mir. N'ouzon perak e
wiske botoù ken bras, nemet evit mirout na vefe c'hwezhet kuit gant pep mouchad avel. War e benn
e wiske ur c'hozh tog plouz a oa bet dindan ar bank er gabanenn e-pad daou c'hoañvezh betek ma
kavas sav. Kouezhañ a reas ar Barzh en e garantez dre ne oa dezhañ erien ebet ha ma oa re
zidalvoud evit m'hen stlapfe ar baotred etre ar c'herdin hag ar poleoù.
Lavaret am eus ez oa mamm ar Barzh Louet ur vaouez paour-tre. Re baour e oa da reiñ a-
walc'h a voued d'ar Barzh, met preder a gemeras bepred da reiñ an tamm kentañ dezhañ ha kemer ar
pezh a chome en dilerc'h eviti hec'h-unan. Digor-frank e oa e galon gant ar Barzh ha meur a wech e
tisoñje e vamm, hag e ouele evel ur bugel o soñjal en e grizder.
Dont a ris d'ober anaoudegezh gantañ en ur welout e bod goullo. Stagañ a ris da gaozeal
gantañ, ha mar doa louet ha klañvidik e liv, e teuis buan da anaout n'oa ket un diskiant. Douget oa
d'ar varzhoniezh, emezañ, ha staget en doa da sevel gwerzennoù e-unan. Kanañ a reas « ar Glac'har
» ken na zeuas daeroù da zaoulagad e vamm.
29
Un dro bennak, marteze, e tenne daeroù eus daoulagad unan bennak all. Ur vuhez a zaeroù a oa e
vuhez dezhañ. Koll a eure e dad araok gouzout e dalvoudegezh. N'oa ket kement-se kalz a dra. Met
war-nes ez oa da goll e vamm war-lerc'h gwelout he zalvoudegezh. Sed aze ar pezh e samme. Roet
en dije ar bed evit derc'hel e vamm gantañ betek ma teufe da vezañ un den brudet. Pe blijadur a oa
d'un den bezañ brudet mar ne welje ket e vamm e vrud ? Krediñ a rae e rafe e roud er bed mar
chomfe bev ; ha kreñv ha yac'h, ez oa-eñ .. pasaat a reas ha tufañ e wad .. netra nemet un tammig
anaoued ! Gwell ez afe dezhañ a-benn ur sizhunvezh pe ziv.
Sed aze a soñje ar Barzh Louet pa 'm boe diviz gantañ evit an dro gentañ. Gouzout a raen ez
oa nebeut a vignoned dezhañ, hogen dousennoù a enebourien. Kement-se am dougas tostoc'h
dezhañ, ha seul vui ma tivizen gantañ seul vui e teuen d'e garout muioc'h c'hoazh. Un dra am
zregase avat : dont a rae e zremm moanoc'h-moan eus an eil deiz d'an all, e zaoulagad nebeutoc'h
sklaer, e zivjod morlivetoc'h. Un devezh e welis n'oa ket deut d'ar vengleuz, hag e c'houlennis
digant lod eus ar baotred en tro-war-dro dezhañ, met n'ouient netra diwar e benn.
An eil devezh ez oa e lab hep bezañ digoret, hag e teuas aon din na ve direnket un dra
bennak. Edo o vevañ en ur gêriadenn pevar miltir (1) diouzhin-me, hag evel-se n'oa ket aes din
kaout eus e geloù.
Ne zeuas ket d'ar vengleuz an trede devezh nag ar bevare kennebeut. Ar bempvet e welis
anezhañ oc'h en em stlejañ a-hed ar menez, hag, en un doare, stad a oa ennon kenañ ouzh e welout.
Pa zigoras dor e lab, ez is betek ennañ da doullañ kaoz hag e welis raktal ez oa degouezhet un dra
bennak a vras en istor e vuhez. Morlivetoc'h 'oa e zremm ha treutoc'h eget biskoazh, hag e pasae
aliesoc'h.
« Ha soñj ac'h eus eus va c'hlevet o laret em boa kanet ar glac'har ? » emezañ souden.
« Soñj am eus », a respontis.
« Mat, » emezañ, « kanet em eus ar poz diwezhañ bremañ ». Goulenn a ris digantañ petra 'oa
en e soñj.
« Kaset em eus va mamm d'ar bez, » a respontas, « ha tremenet on a-dreuz ar glac'har brasañ
abaoe ar wech diwezhañ ma'z kwelis. Ha da vamm ac'h eus-te ? »
« Hag em eus. »
Dilavar e chomas ur pennad.
« Petra ac'h eus-te bet diganti evit da lein hiziv ?» a c'houlennas, en ur veudata e-dammoù
loeroù.

(1) war-dro 6 km.


30
« Bara hag amanenn ha fourmaj. »
« Ha soñjal a ra dit ez eus chomet ganti un tamm bennak a-gostez ?» Pasaat a reas hag e
welis, diouzh milgin e chupenn lien, e skope muioc'h a wad eget biskoazh.
« Sed amañ ar stal, te 'wel, » emezañ, « emaon hep tamm boued abaoe derc'hent dec'h. N'oa
ganin tamm ebet en ti goude Dilun, ha pa vije bet torzhioù, ne gred tamm ebet din em bije gallet
debriñ gant an doan. Diaes-tre eo d'un den debriñ a-c'houez unan a zo marvet dre na c'halle ket
kaout a-walc'h da zebriñ hec'h-unan. Met ne dalv ket ar boan din komz diwar-benn kement-se. Setu
mamm aet d'ar bed all hag a-vec'h ma ne don ket kontant. Laret em eus-me dit un devezh tremenet
ez oan kreñv ha yac'h, ha n'em eus ket ? Mat, kement-se a oa gevier penn-da-benn. Sed amañ me, ne
welin ket diwezh ar bloavezh muioc'h eget ne welin diwezh ar c'hantved a zeu. P' edon-me er vered
dec'h, e ouien na dafe ket eno un hanter zousen em raok. P'edo bev va mamm, ez oan boas da
vrabañsal outi diwar-benn va yec'hed kement ha ma oan staget da soñjal ez oan-me yac'h evit gwir.
Met pa welis an douar o tiskenn warni, e santis evel pa vije bet o tiskenn warnon-me ivez. Un dra
all, laret em eus dit e teufen d'un den brudet un devezh bennak. Mat, ne soñjan tamm ebet em eus-
me graet onest ouzhit-te war ar poent-se c'hoazh. N'eus ket pell, hag er sizhun diwezhañ dreist-holl,
ez on deut da gompren ez eo va faourentez nemetken en deus va graet disheñvel diouzh an dud all.
Mar stourm un den a-enep ar bed, ha mar dispign e amzer o klask gwelet ar gaou warnañ hag oc'h
aozañ anvioù a gasoni diwar-benn pep hini ha pep tra a zo ennañ, e kred dezhañ ha da galz re all ez
eo donezonet, ken na zesk ar bed dezho ur gentel all. Hag ar poent eo da leinañ, lar din ? »
N'oa ket, met poent leinañ pe get, mont a ris gant ar Barzh d'ar gabanenn-debriñ hag eno e
oa Huw Huws, ar blenier.
« Mat, Grifiz ker, » eme an den kozh, « setu te evel un oan moumoun a-benn bremañ. »
« Hag ez on, Huw Huws, » eme ar Barzh. « Ar c'hemm nemetañ a zo etrezomp-ni eo n'eus
nikun o tegas laezh din. »
« Pelec'h emaout-te gant da vuhez, va faotr-me ?» a c'houlennas ar blenier.
Ar Barzh a baras selloù goullo war an tan hag a lavaras :
« N'eus ket aze a-walc'h ac'hanon-me da vevañ pelloc'h eget daou viz. Ne deo ket kestion a
vuhez a zo ganen-me bremañ, hogen kestion a varv. »
« Paouez a larout diotach, » eme ar blenier kozh. « Del, sed amañ dit un tamm bara hag
amann, ha krog er golo-mañ dit da gaout ur banne tê. »
31
Bev awalc'h ez oa ar Barzh da zebriñ an tamm bara amanennet. Bara hag amann mat a veze
gant ar blenier dalc'hmat, hag un dra bennak ouzhpenn amann etre an tammoù.
« Emaon-me o soñjal start, » eme ar blenier kozh en ur sellout ouzh ar Barzh o lonkañ an
tamm bara hag amann, « eo dont ahont ganen-me a vo ar gwellañ dit-te. Aon am eus ne ri ket kalz a
c'hoari brav ganez-te da-unan er c'hozh ti-se a zo da hini. »
« N'hellan tamm ebet mont, Huw Huws. »
« Perak ? »
« Mat, ma vijen-me bet yac'h ha kreñv, evel ma oan-me o larout ouzh Bob amañ ez oan, ar
sizhun diwezhañ, aet e vijen hep marc'hata ; met, bremañ, ha soñjal a rit-hu e vefe brav din mont
ahont hiziv, ha deoc'h-hu rankout paeañ evit va c'has en douar war-c'hoazh ? Un dro lous a rafen-me
eus kement-se, Huw Huws, ha n'em eus-me tamm c'hoant e c'hallfe nikun astenn e viz etrezek va
bez-me ha lavarout : « Graet en deus e vad diwar goust un den kozh, paour ». Kompren a rit ? »
« Hag e ran, nemet n'hellan-me ket tremen hep soñjal na ve ket dit un abeg bennak all. »
« Pet gwech hoc'h eus-hu va c'hlevet-me o larout gevier, Huw Huws ? »
« Gwech ebet. »
« Hag emaoc'h-hu o soñjal ez an-me da stagañ da larout gevier bremañ em c'hozhni, da
larout eo e dibenn va deizioù ? »
« N'emaon ket, met n'hallan-me em buhez tremen hep soñjal ez eus ur vall direizh warnout
da vont d'az obidoù da-unan. Kement-se ne dalv seurt ebet, te 'wel. »
« Mat, gortozit-c'hwi bremañ, deomp-ni d'en em intent an eil egile. Sellit ouzh va dremm-me
da gentañ. »
« Louet-kenañ ez eo, evel-just. »
« Mat, bremañ, sellit ouzh milgin va chupenn lien-me. Dec'h ez oa naet p'he lakais. »
« Mat, anzav a ran ne dout ket ken yac'h hag an darn vuiañ. »
« Sellit ouzh va divrec'h-me, va gouzoug-me, va divesker. Nag un druez ! n'eus ket aze a-
walc'h a lec'h evit ar vuhez enno. »
« Gouzout a ran ez out treut-kenañ. »
« Met, ha ne soñj ket deoc'h tamm ebet ez on-me klañv ?»
« Eo, eo, nemet c'hoant a zo din e komzfez muioc'h a vuhez ha nebeutoc'h a varv. »
« Daoust ha c'hoant a zo deoc'h e lavarfen em eus ur pennad mat a vuhez dirazon ?»
32
« Dres, e gwir. »
« Hag ober din larout ar brasañ gaou a liviris biskoazh ?» Gwelout a reas ar blenier kozh en
doa lakaet e droad enni.
« Mat, petra 'vern kement-se ! An dra hepken am eus c'hoant e rafez bremañ eo dont ahont
ganen-me da chom. »
« N'hallan ket, Huw Huws, met mar ne ra se netra deoc'h, e kemerin-me un tamm bara
amanennet all. »
« Doue binniget, » eme an den kozh, kemer daou pe dri. »
Kemer a reas ar Barzh unan, ha neuze e c'hourvezas war bank ar gabanenn da gousket.
Un nebeut munutennoù diwezhatoc'h, e teuas Huw Huws d'am lab.
« Pehini eo da varn-te diwar-benn ar paotr-se ?» a c'houlennas en ur azezañ war ar vlodenn.
« N'ouzon tamm ebet, » a respontis.
« Mat, n'ouzout ket petra ? Soñjal a ran e rafe ur prezegour kran. »
Ret e ve din lavarout ez oa preder pennañ Huw Huws bezañ war glask eus unan bennak en
hon touez a ve gouest d'ober ur prezegour. E voumoun 'oa an « Denjentil », met ur wech ma voe
lazhet, en doa c'hwitet an den kozh da lakaat e zorn war nikun a c'hellfe kas da C'hlynnog (2).
Paotred fallakr 'oa ac'hanomp holl, hep tamm ebet muioc'h a zanvez prezeg ennomp eget ne deus en
ul leue.
« Ez oa an « Denjentil » plijusoc'h den egetañ, nemet e soñj din ez eus e Grifiz muioc'h a
zanvez. Feiz avat. n'em bije ket da gaout aon da chom hep gallout kas unan bennak eus ar vengleuz-
mañ da C'hlynnog c'hoazh araok mervel. N'ec'h eus ket taolet evezh, lar din, pegen brav e teue
gantañ e gomzoù hag ez eus ennañ ivez donezon breutaat. Ha gwelet ec'h eus-te pegen ampart am
enkas en ur c'hornig ? Neuze, e soñj din bezañ kouezhet war ur paotr speredek-spontus. Deus
ganen-me davetañ da gaozeal diwar-benn an dra. »
Pa voemp erruet er gabanenn, ez oa ar Barzh Louet en e c'hourvez en hevelep lec'h, nemet
en doa troet e zremm ouzh ar voger.
« Un druez eo e zihuniñ, » eme Huw Huws, « ne vo tamm ebet gwell, avat, war-lerc'h
kousket en ul lec'h evelhen. Grifiz ! »
Ne fiñvas ket ar Barzh.
« Sav, va gwaz-me, » eme ar blenier kozh, en ur gregiñ en e skoaz.
Ne savas ket Grifiz. Sellout a reas Huw Huws ouzh e zremm.

(2) Skolaj ar brezegerion vetodistat.


33
« Un elumetezenn 'zo ganez ? » a c'houlennas ouzhin.
Reiñ a ris unan dezhañ, ha pa voe an tan enni e sellas Huw Huws pishoc'h ouzh dremm ar
Barzh Louet. Souden e welis e zorn o stagañ da grenañ, hag e hejas e benn teir gwech.
« Kae d'am lab, ha deus gant ar chupenn a zo a-ispilh a-zioc'h ar stal-labour. »
Mont a ris, hag e teuis en-dro d'ar red ar buanañ ma c'hellen. P'erruis er gabanenn, edo ar
blenier kozh o walc'hiñ gwad diwar zremm ar Barzh. « Aon am eus na gasin den da C'hlynnog,
goude holl, » emezañ, en ur sec'hiñ un daerenn a oa war e jod.
Dik TREVAN
Troet diwar ar C'hembraeg gant Fañch ELIES.
34

Ar Vretechenn Veur

Ur c'hant kammed bennak diouzh kêr Wenngen, war glann al Loez, e sav un ti kozh louet,
toennoù uhel-souezhus dezhañ. En ul lec'h ken digenvez emañ ma n'eur ket evit kavout en e gichen
an disterañ tavarnig. Gronnet eo gant ul liorzh vras, enni beuzenned uhel-uhel hag halegenned
sanket-don o gwrizioù e lec'hid ar stêr, a guzh an ti ouzh daoulagad an dremenerien. A-fonn e kresk
ar geot fall el liorzh. Ar gwez-frouezh, diven abaoe pell, a zo ken bras ha koadoù-med, ha leun ar
gwenodennoù e sav ar pipoul hag al linad ; met, e gwir, n'oufed lavarout pelec'h emañ ha pelec'h
n'emañ ket ar gwenodennoù. Al liorzh vras-se a ra da unan soñjal e tlee bevañ eno, gwechall, un
denjentil a gare ar roz, an tulipez ha dreist-holl ar frouezh sasun. En ur c'horn, dindan ur bratell, pe
gentoc'h dindan atredoù ur bratell, ez eus c'hoazh un daol, brein pe dost. Hag evel pa ne vije ket a-
walc'h eus kement-se evit leuniañ ar galon gant soñjoù tristidik, e c'hell ar gweladenner diverzout,
dindan an horolaj-heol a zo treset war unan eus murioù an ti, ar gerioù didruez-mañ : ULTIMAM
COGITA. Freuzhet-spontus eo toennoù ar savadur ; atav e chom sparlet ar stalafioù, neizhioù
gwennilied ouzh o c'horn ; morse ne vez digoret an dorioù : merglet eo o mudurunoù koulz hag o
fotailhoù, hag etre pavezioù ar porzh e kresk a-fonn geot fall ha strouezh. Al loar, an heol, ar goañv,
an hañv, an erc'h o deus krignet ar prenn, gwaret ar plankeier, diverket al livadoù.
Spouronus eo sioulder al lec'h ; eno ne vez klevet nep trouz nemet geiz al laboused,
miaouadeg ar c'hizhier, gwic'hadeg ar c'haerelled, ar razhed, hag al logod, ganto-holl ar gwir d'en
em gannañ ha d'en em zrailhañ e-giz ma karont. E pep lec'h en deus un dorn diwelus skrivet ar ger
KEVRIN. Hag an talbenn a sell ouzh ar straed n'eo ket kempennoc'h eget an tu a-dreñv. Dre an
toulloù niverus a zo bet graet en nor vras gant bugale kêr diwezhatoc'h e teskis e oa prennet an nor-
se abaoe dek vloaz - ne weler tra nemet mogerioù frailhet, bokedoù torr-moger o kreskiñ warno,
pazinier diempret ha noedoù freuzhet, ken e sav er galon o skrijañ goulennoù enkrezet :-« Pe gastiz
a zo bet skoet gant an ti-se ? Pe vallozh a zo kouezhet warnañ ?» Ha den n'anavez ur respont d'ar
c'hevrin.
35
Ur maner bihan e oa gwechall, e anv AR VRETECHFNN VEUR. P'edon o vevañ e
Gwenngen, e oa unan eus va brasañ plijadurioù mont da welout al lojeiz iskis-se : ennañ e oa ur
c'hevrin, ur c'hevrin a atize ennon ur c'hoant-gouzout dreist-lavar. Nag a wech em eus treuzet,
daoust d'ar c'hrabisadennoù, garzhad ouez al liorzh diberc'henn, evit mont da huñvreal di e-pad
eurvezhioù hag eurvezhioù. N'em bije ket pleget, evit anaout an istor, d'ober an disterañ goulenn
ouzh hini pe hini eus teodeien gêr. Bravoc'h e oa din steuiñ romantoù plijus-dreist am leunie gant
dudi. M'am bije gouezet evit pe abeg - boutin-meurbet marteze - e oa bet dilezet an ti, e vije aet an
holl soñjoù barzhonius diwar va spered. Gouelet em eus eno, meur a wech ; morse n'em eus
c'hoarzhet. Degouezhout a rae din, zoken, krenañ gant ar spont pa gleven, a-us d'am penn,
stlakerezh eskell un durzhunell bennak. Leizh eo an douar ; da ziwall ez eus diouzh ar glazarded, an
naeron-gwiber, ar raned, a zo paot-souezhus ; da ziwall ez eus dreist-holl diouzh ar riv, rak n'oc'h
ket erru mat dindan ar glasvez-se ma santit ur vantell skorn o kouezhañ war ho tivskoaz evel dorn ar
c'homandour war c'houzoug Don Juan. Ur pardaez-noz, ha me o pourmen eno melkoniet a-walc'h, e
voen fromet-bras : lakaat a rae an avel ur wiblenn gozh merglet da dreiñ ha da chourikat en un
doare ken iskis ken e vije bet kredet e save klemmoù ha huanadennoù diouzh an ti kozh. Leun a
soñjoù du e oa va fenn pa zistrois d'am zavarn... Debret ganin va fred, setu ma teuas an ostizez em
c'hambr, liv ar c'hevrin war he dremm ; ha hi ha lavarout din :
«- Aotrou, setu an Ao. Regnault a zeu d'ho kwelout. »
«- An Ao. Regnault ! Piv eo hennezh ?»
«- Penaos, Aotrou, n'anavezit ket an Ao. Regnault ! Pegen souezhus ! »
N'he doa ket distaget mat ar gerioù-se ma teue tre un den hir, moan, gwisket e du, e dog en e
zorn, dezhañ doare un tourc'h darev da dourtal. Un tal izel en doa, ur penn bihan lemm hag un
dremm disliv, louet evel dour lous. Uzet betek an neudenn e oa e zilhad met skedus e lufre un
diamant war e gravatenn hag ur re vravigoù ouzh flip e zivskouarn.
«- Ouzh piv 'ta em eus an enor da gomz ?» emeve.
Azezañ a reas war ur gador e-tal an oaled, lakaat e dog war an daol ha respont en ur frotañ e
zaouarn :
«- A ! Yen eo, neketa ? Aotrou, an Ao. Regnault ez on. »
Stouiñ a ris va fenn, o lavarout ouzhin va-unan :
« Il Bondocani ! Kae da glask !»
« Noter on », a gendalc'has, « noter e Gwenngen. »
« Ur blijadur din hoc'h anaout, Aotrou », a c'harmis, « hogen n'em eus ket c'hoant ober va
zestamant. »
«- Ur frapadig !» emezañ en ur sevel e zorn evel evit va lakaat da devel « Va digarezit,
Aotrou, va digarezit ! Lavaret eo bet din e c'hoarveze deoc'h, ur wech an amzer, mont da vale e
liorzh ar Vretechenn Veur. »
36
« - Ha gwir eo, Aotrou. »
« - Ur frapadig !» emezañ adarre en ur ober an hevelep jestr. « Kablus oc'h, Aotrou ! Kablus
oc'h ! Din-me eo da seveniñ testamant an itron kontez De Merret ha va dlead rik eo difenn ouzhoc'h
mont ken el liorzh-se. Ur frapadig ! N'on ket un Turk ha n'ho lakaan ket da dorfedour. A-hend-all,
n'eo ket ho fazi ma ne ouzoc'h ket e rankan lezel bravañ maner kêr da gouezhañ en e boull.
Koulskoude, Aotrou, desket oc'h, war a hañval, ha gouzout a ouzoc'h pegen garv e vez kastizet gant
al lezenn ar re a freuzh klozadur un domani prevez ; ha, war-se, koulz eo ur c'harzh hag ur voger.
Ne c'houlennfen ket gwell, Aotrou, eget ho lezel da vont ha da zont e-giz ma karit. Din eo, avat, da
lakaat seveniñ goulennoù al legaderez, hag ho pediñ a rankan da chom hiviziken hep mont e-barzh
liorzh ar Vretechenn Veur. Adal an deiz ma tigoris an testamant, Aotrou, n'em eus ket kredet, me va-
unan, mont tre en ti-se hag a zo, evel m'em eus hel lavaret deoc'h darn eus hêrezh an itron De
Merret. Bep bloaz e paean an tailhoù diwar an arc'hant lezet evit se gant an itron kontez, Doue d'he
fardono. A! va Aotrou ker, fistilh a voe, e kêr Wenngen, diwar-benn he zestamant ! »
Tevel a reas da c'hwezhañ e fri, an den mat. E lezet em boa da gomz, anat din e oa testamant
an itron De Merret brasañ darvoud, brasañ gloar e vuhez. Kenavo 'ta d' am huñvreoù kaer, kenavo
d'am romantoù.
« Aotrou », emeve, « ha diseven e vefe goulenn ouzhoc'h un nebeut diskleriadurioù a-zivout
ken iskis un testamant ?»
Ouzh ar gerioù-se e wiskas dremm an noter doare plijet unan a zo o vont da zibunañ e
aradenn. Sevel a reas gouzoug e roched, tennañ ur voest-vutun diouzh e c'hodell, he digeriñ ha,
goude va fediñ - en aner a-hend-all - da gemer va lod, bountañ gant dudi ur mell piñsad en e
zivfron. Edo gant e rambre ! Eürus e oa !
« - Aotrou », a zeraouas, « eil-noter on bet dindan Mestr Roguin, e Pariz. Un ti dreist, ma'z
eus bet. Anv ho pefe klevet anezhañ, marteze ? Nann ? Koulskoude, brud a savas dezhañ pa
freuzhas en un doare dic'hortoz-krenn. Ha me re baour da brenañ ur studi e Pariz, e teuis da
Wenngen peogwir em boa eno ur voereb pinvidik-bras hag a roas din, a-hend-all, e verc'h da wreg...
Aotrou », a gendalc'has goude bezañ tavet ur pennadig. « Tri miz goude din digeriñ va stal e voen
pedet, ur pardaez, p'edon o vont d'am gwele - dizimez e oan c'hoazh - da vont da gaout an itron De
Merret en he c'hastell.
37
He matezh, ur plac'h vat a zo bremañ o servij en ostaleri-mañ, a oa o c'hortoz dirak dor va zi gant
karroñs an itron kontez. A! ur frapadig !... Ret eo din lavarout deoc'h, Aotrou, e oa aet an Ao. kont
De Merret da vervel e Pariz daou viz kent din erruout e kêr Wenngen. En un doare truezus e
tremenas, diwar ren gwall-vuhez. Kompren a rit ? D'ar poent-se ivez he doa an itron kontez kuitaet
ar Vretechenn Veur. Hervez ar vrud he doa lakaet deviñ, a-raok lezel an ti, an arrebeuri, ar pallennoù
ha kement tra all a oa e-barzh. Gwelet hoc'h eus kastell Merret, Aotrou ? Nann ?» emezañ, oc'h ober
eñ e-unan ar goulenn hag ar respont. « A! Bravat kastell ! Abaoe tri miz pe war-dro », a gendalc'has
en ur ober un hej d'e benn, « e veve an Ao. kont hag an itron kontez en un doare iskis eus an
iskisañ ; ne weladennent mui mignon ebet, ne roent mui degemer da zen hag an itron kontez zoken,
ne dae mui d'an iliz. Pa voe hec'h-unan-penn en he c'hastell, e nac'has krenn-ha-krak an itron De
Merret reiñ digor, d'ar geneiled pe geneilezed a yae d'he c'haout. Ar vaouez ker... (ker a lavaran
abalamour d'an diamant a roas din, rak ur wech hepken e welis anezhi ); neuze, klañv-meurbet e oa
an itron vat ; krediñ 'rae dezhi, sur a-walc'h, na c'helle ket pareañ rak mervel a eure hep ma vije bet
galvet mezeg ebet war he zro ; hag e-se e teuas un darn vat eus itronezed kêr da soñjal e oa aet un
tammig foll. Aes eo deoc'h kompren, Aotrou, pegen fromet e voen pa zeskis he doa an itron kontez
ezhomm ac'hanon. Ha meur a unan, m'hel lavar deoc'h, a grogas an debron-gouzout ennañ ivez : ar
pardaez-se end-eeun, daoust ma oa diwezhat-bras, e ouie holl dud kêr e oan bet galvet d'ar c'hastell.
A-vec'h ma respontas ar vatezh d'ar goulennoù a ris outi a-hed an hent. Deskiñ a ris evelkent e oa
bet nouennet he mestrez hag e oa war he zremenvan : n'oa ket da grediñ e tremenfe an noz. E-tro
unnek eur e tegouezhis er c'hastell. Pignat a ris gant an diri bras ha goude treuziñ salioù ec'hon, uhel
ha yen-spontus, ez erruis e kambr an itron kontez. Hervez am boa klevet war he divout (ul labour
bihan ne ve ket, Aotrou, kontañ deoc'h an holl vojennoù a zibunjod diwar he fenn ) e oan en gortoz
gwelout ur bompinenn. Hogen, diaes-diaes e voe din, m'hen tou, he diverzout en he gwele bras.
Gwir eo, n'oa tra da sklaeraat ar gambr divent nemet ur gleuzeur. A! met n'anavezit ket ar c'hastell !
Ma, Aotrou, ar gwele a zo unan eus ar pikolioù savadurioù-se a vezed kustum da fardañ gwechall
gant ur stel uhel ha nouspet stignoù frezilhonet. E-kichen ar gwele, un daolig warni al levr « Jezuz,
skouer ar Gristenien », hag a brenis, a-hend-all, evit va gwreg, war un dro gant ar gleuzeur. Ur
gourvezvank evit ar plac'h-a-gambr ha div gador. Tan ebet er siminal.
38
A! Aotrou ker, m'ho pije gwelet, evel m'he gwelis neuze, ar gambr ec'hon-se, goullo, yen,
poultrennek, ho pije kredet e oac'h o vevañ e-kreiz ur romant ! Peadra da skrijañ! War-bouez sellout
e teuis a-benn da spurmantañ penn an itron De Merret war ar goubenner. Melen-koar ha treut-
askorn. Eus a-zindan he boned dantelezh e tispake blev kaer-meurbet met gwenn-erc'h. Seblantout a
rae ar baourgaezhez kaout kalz a boan o chom en he c'hoazez. He daoulagad bras du, aet dilufr gant
an derzhienn, a vane difiñv dindan he divabrant. Gleb e oa he zal. He daouarn a oa evel eskern
stegnet ur c'hroc'hen warno. Kenedek-dreist e oa bet, hep ket a var, hogen n'oufen lavarout pe
drivliad braouac'hus a bakas va c'halon d'am ampoent ouzh he gwelout. Morse, a lavaras ar re he
sebelias, morse ne oa bet gwelet ken treut krouadur ! Ken krignet e oa bet gant an droug ma oa deut
evel un tasmant. Pa gomzas din, e seblantas he muzelloù glas menel difiñv. Daoust m'on boas, gant
va micher, da welout tud toc'hor ha kerent beuzet en o daeroù, eo ret din anzav na welis biskoazh
saouzanusoc'h tra eget ar vaouez-se hec'h-unan-penn en he c'hastell divent. Sonnet e oan gant ar
spont. En diwezh e fiñvas he daoulavad bras ha, ken gwan m'am boe bec'h ouzh he c'hompren, e
hiboudas :«- Gant mall ho kortozen. » Sevel a reas al liv d'he divjod. Ur boan e oa dezhi komz,
Aotrou. «- Itron... » emeve. Gant he dorn e tiskouezas din tevel. Sevel a reas ar plac'h-a-gambr ha
silañ em skouarn :«- Arabat deoc'h komz ; n'hall ket an itron kontez gouzañv an disterañ trouz ; he
strafuilhañ ne rafec'h ken. » Azezañ a ris. Ur predig goude, dastumet ganti he holl nerzh e teuas an
itron De Merret a-benn da lakaat he brec'h dehou dindan he goubenner ; difiñv e chomas ur
pennadig, o tiskuizhañ, hag, en diwezh, ec'h astennas davedon ur baperenn siellet. Pizenniñ a rae an
dourc'hwez war he zal. «- Va zestamant a fizian ennoc'h... » emezi. « A! Va Doue ! A! » Ne zeuas
nep ger all ganti. Kregiñ a reas en ur groaz a oa war he gwele, pokat dezhi ha mervel. Skrijañ a ran
c'hoazh pa eñvoran he daoulagad.
Gouzañvet kalz he doa, sur. Met levenez a oa en he sell diwezhañ. Kas a ris ar baperenn ganin d'ar
gêr da studiañ : va dibab a rae an itron De Merret da sevener he zestamant. Lezel a rae he holl
vadoù, war-bouez un nebeut, gant klañvdi Gwenngen. Ha setu an urzhioù a roe a-zivout ar
Vretechenn Veur : e-pad hanter-kant vloaz e tlee an ti chom serret; difennet e oa groñs mont e-barzh
war zigarez ebet ; difennet e oa ober an disterañ aozadur dezhañ, forzh pegen dirapar e vije ;
arc'hant, zoken, a oa kinniget da c'hoprañ gwarded diouzh ret. Pa vo tremenet an hanter-kant vloaz
ez aio an ti gant va hêred m' am eus sevenet goulennoù an destamanterez. Anez e kouezho etre
daouarn ar re o devo gwir warnañ... Mat eo an testamant, den n'en deus savet klemm ; neuze... »
39
Ne gavas ket an noter e oa ezhomm echuiñ ar frazenn ; sellout a reas ouzhin evel o
lavarout ;«- C'hwi 'wel, e gaou emaoc'h », ha fronañ butun adarre.
Gourc'hemennoù a ris dezhañ.
«- Aotrou », emeve, « ker fromet on bet gant ho tanevell ma kred din gwelout ar vaouez
toc'hor gant he daoulagad dilufr hag he dremm gwennoc'h eget al liñselioù ; va spontet hoc'h eus.
Enni, moarvat, e huñvrein henozh. Met, lavarit din, m'ho ped, petra 'soñjit eus un testamant ken
iskis ?»
« - Aotrou », a respontas en un doare fentus-meurbet, « n'on ket divergont a-walc'h evit
soñjal traoù diwar-benn un itron ker brokus. »
Evelkent, ne voe ket diaes distagellañ e deod d'an noter mat ha dre an hir e tibunas din
ranerezhioù brasañ komerezed kêr. Siwazh, kontoù kel luziet ha ken enoeüs a zeuas gantañ ma voe
darbet din, daoust d'am c'hoant-gouzout, menel kousket e kreiz-kreiz an istor. A-benn an diwezh ez
eas kuit.
« - A! A! Aotrou », emezañ en ur ziskenn gant an diri, « kalz tud a garfe bevañ daou-ugent
bloavezh c'hoazh; met, ur frapadig... »
Lakaat a reas biz-yod e zorn dehou war beg e fri evel evit lavarout :«- Taolit evezh bras ouzh
va c'homzoù », ha distagañ :
« - Da welout an amzer-se arabat eo bezañ tri-ugent bremañ. »
Hag eñ ha dirollañ da c'hoarzhin ouzh e fentigell.

Aet kuit an noter, ec'h azezis em c'hador-vrec'h dirak an oaled. Kroget 'oan d'ijinañ ur
romant skrijus pa glevis mudurunoù an nor o treiñ goustad ha sed va ostizez da zont tre.
« Arsa, Aotrou », eme ar vaouez, « moarvat en deus an Ao. Regnault randonet deoc'h e gozh
vojennoù a-zivout ar Vretechenn Veur ? »
« - Ya, moereb Lepas. »
« - Ha petra 'n deus laret deoc'h ? »
E berr gomzoù e kontis dezhi istor iskis ha fromus an itron De Merret. Da bep frazenn ec'h
astenne va ostizez he gouzoug en ur barañ warnon he selloù lemm tavarnourez.
« - Moereb vat », a gendalc'his, « traoù all a ouzoc'h sur, Anez-se, perak e vefec'h deut d'am
c'haout ? »
« Nann, feiz da Zoue, ker gwir ha m'eo Lepas va anv... »
« - Alo i Alo ! Arabat touiñ leoù ! Lenn a ran en ho taoulagad. Anavezet hoc'h eus an Ao. De
Merret. Peseurt den e oa ? »
« - Gouzout a rit, an Ao. De Merret a oa ur mell den bras, hir ha moan ur souezh. Un
denjentil mat, a-hend-all, daoust dezhañ broueziñ ha kounnariñ aes. War an taol e paee pep tra, da
virout a gaout tabut. E gwirionez, feuls-meurbet e oa, ha kalz e plije d'an holl itronezed.
40
« - Abalamour ma oa feuls ? »
«- Marteze », emezi. « Aes deoc'h soñjal e oa ret dezhañ kaout danvez evit dimeziñ gant an
itron De Merret, hag a oa kenedekañ ha pinvidikañ pennhêrez Bro-Wenngen. E-tro ugent mil lur
leve he doa. Holl dud kêr a yeas d'an eured. Koantik e oa ar wreg nevez, ken e oa koantik. Kaerat
priedoù 'oant o-daou ! »
« - Eürus e voent ? »
«- Bo ! Evel-evel, n'ouzon ket re. Ur vaouez vat ha plijus e oa an itron De Merret ha da
c'houzañv he deveze a-wechoù diwar tro-spered barradek he fried. Evelkent, daoust dezhañ bout un
tammig re lorc'hus e garemp mat. Pa vezer nobl, neketa ?... »
«- Koulskoude, ur gwallzarvoud bennak a c'hoarvezas sur-mat, d'an Aotrou ha d'an itron De
Merret da zispartiañ e-giz-se ? »
«- Ne lavaran ket kontrol. N'ouzon netra. »
«- Mat ! Sur on bremañ e ouzoc'h pep tra. »
«- Neuze, Aotrou, kement a ouzon a lavarin deoc'h. Pa welis an Ao. Regnault o tont d'ho
kaout, e soñjis diouzhtu : setu, komz a raio eus an itron De Merret hag eus ar Vretechenn Veur. Ken
e ris va menoz goulenn hoc'h ali diganeoc'h, Aotrou. Un den poellek a zo ac'hanoc'h, ha ne garfec'h
ket trubardiñ ur vaouez kaezh eveldon na reas morse droug da zen hag a zo koulskoude strafuilhet-
bras he c'houstiañs. Betek bremañ n'em eus ket kredet fiziout e tud ar vro-mañ a vez holl ul latenn
villiget ganto. Ar wech kentañ eo din, Aotrou, kaout ur beajour o chom keit amzer em ostaleri ha
deoc'h hepken e kontin istor ar pemzek mil lur... »
«- Itron Lepas mat », a droc'his », ne fellfe ket din sammañ va askre... »
«- Bezit dinec'h, c'hwi 'welo », a respontas, ker prim ma trois da soñjal e tlee meur a veajour
all bezañ klevet he c'hevrin endeo.
«- Aotrou », a zeraouas an davarnourez vat, « en amzer ma oa an Impalaer oc'h ober brezel
a-enep Bro-Spagn, e voe kaset da lojañ em zi ur prizoniad spagnol yaouank. Bemdez ez ae d'en em
ziskouez d'ar prefed. Ur brientin a Vro-Spagn e oa. Bez' en doa un anv oc'h echuiñ gant os ha dia,
evel Bagos de Feredia, pe un dra bennak e-giz-se. Skrivet emañ war va levrioù. O, ur paotr yaouank
kaer e oa, ha dezhañ bezañ ur Spagnol, ken divalav e vezont war a lavarer. N'oa ket mentek, nann,
met graet en ur moul.
41
Daouarnigoù mistr en doa hag aketus e kempenne anezho, m'hel lavar deoc'h. Souezhus an niver
broustoù a oa war e daol-emwalc'hiñ : muioc'h eget gant un itron ! Blev du-pod en doa, daoulagad
skedus 'vel an tan, hag ur c'hroc'hen skarnilet diwar re, marteze, met plijus evelato. Dilhad brav
dreist a zouge dalc'hmat. Ne zebre 'met nemeur hogen ker seven, ken hegarat e oa ! O! E garout a
raen kalz, daoust na zistage ket peder c'homz en devezh. Pa veze lavaret un dra bennak dezhañ, ne
responte ket : evel-se e vezont holl, hervez ar vrud. Lenn a rae e vrevial e-giz ur beleg ha bep sul ez
ae d'an oferenn. Pelec'h e taouline ? An dra-se am lakaas diwezhatoc'h da souezhiñ : sko ouzh
chapel an It. De Merret. Met pa oa aet di ar wech kentañ ma lakaas e droad en iliz, ne soñjas da zen
e rae a-ratozh. Hag, a-hend-all, ne save ket e fri diwar e levr, ar paotr kaezh anezhañ. Neuze,
Aotrou, d'abardaez e veze kustum da vale war ar grec'hienn e-touez dismantroù ar c'hastell. Se a
zegase e vro da goun dezhañ. N'eus tra nemet menezioù e Bro-Spagn, a-hervez. An deizioù kentañ e
voen nec'het peogwir e tistroas d'ar gêr diwezhat-meurbet, e-tro hanternoz. Kustumiñ a rejomp ouzh
e froudenn, avat ; kemerout a rae an alc'houez en e c'hodell, hag e teue da gousket pa gare. War-se e
teskis un dra souezhus. Unan eus hor mevelien, o vont da zourañ e gezeg ur wech da serr-noz, a
spurmantas ar Spagnol o neuiñ er stêr evel ur pesk. Antronoz-veure e lavaris d'an Aotrou diwall
diouzh ar geot hir met, evit doare, un nec'hañs e oa dezhañ bezañ bet gwelet en dour. En diwezh, un
deiz, pe gentoc'h ur beure, e kavjomp na oa ket distro d'e gambr. Dre forzh furchal e teuis a-benn da
zizoleiñ ul lizher e tiretenn e daol, ennañ pemp mil luriad pezhioù aour ha dek mil luriad diamantoù.
Lavarout a rae en e lizher en doa tec'het hag e leze ganeomp an aour hag an diamantoù gant ma
lakafemp oferennoù evit salud e ene. En amzer-se e veve c'hoazh va gwaz kaezh, Doue d'e
bardono ; mont a reas da glask, ken e kavas en diwezh dilhad ar Spagnol dindan ur maen tev war
glann ar stêr dres e-tal ar Vretechenn Veur. A-drugarez-Doue, n'oa bet gwelet va gwaz gant den.
Deviñ an dilhad a rejomp hag, hervez m'en doa goulennet ar c'hont Feredia en e lizher, e lavarjomp
d'an dud e oa tec'het. Kas an archerien war e lerc'h a reas ar prefed, met biskoazh ne voe tapet.
Krediñ a rae da Lepas en doa beuzet. Evidon, Aotrou, ne gredan ket ; me 'gav din kentoc'h en devoe
perzh en afer an It. De Merret rak war a lavar Rosalie, ar groaz-se a gare he mestrez kement ken e
roas an urzh lakaat anezhi en hec'h arched, a oa ebena hag arc'hant ; neuze, pa erruas an Ao. Feredia
amañ, bez' en doa ur groaz ebena hag arc'hant na welis ken gantañ goude ur pennadig amzer.
Bremañ, Aotrou, din-me eo pemzek mil lur ar Spagnol, neketa ?»
42
«- Hep ket a var. Ha n'hoc'h eus graet goulenn ebet ouzh Rosalie, avat ? »
«- Eo, aotrou, eo. Met petra 'fell deoc'h ! Ar plac'h-se a zo morailhet he genou. Un dra
bennak a oar sur, hogen netra d'ober d'he lakaat da gomz. »
Goude bezañ ranellet ur pennadig c'hoazh ez eas kuit va ostizez. Leun e oa va c'halon gant
soñjoù melkonius ha romantel. Ar Vretechenn Veur gant he geot uhel, he frenester sparlet, he
mudurunoù merglet, he dorioù prennet, he salioù didud, a oa enni ur c'hevrin, ur c'hevrin hag en doa
koustet o buhez da dri den. Diwar neuze e voe Rosalie evidon dedennusañ plac'h Gwenngen. E gwir
- anat e oa pa selled pizh outi - e oa skignet war he dremm guilh evel liv un anoaz kuzhet. Ar verc'h-
se a vire ur c'hevrin en he c'halon.
« - Nann », a soñjen ennon va-unan, « ne guitain ket Gwenngen hep gouzout istor ar
Vretechenn Veur. Mar deo ret e vezin amourouz Rosalie. »
«- Rosalie », emeve dezhi ur pardaez.
« - Aotrou ? »
« - Dimezet oc'h ? »
Skrijañ a reas un tammig.
«- O, n'eo ket priedoù a vanko din pa droio em penn bezañ gwalleürus !» emezi en ur
c'hoarzhin.
Distrafuilhañ a reas buan ; an holl vaouezed, adal an itron desketañ betek ar vatezh-tavarn, a
oar menel difrom pa vez ret.
«- Livrin oc'h ha koantik a-walc'h da gaout amourouzien e-leizh. Met lavarit din, Rosalie,
perak oc'h deut da vatezh en ostaleri-mañ goude marv an It. De Merret ? Ha n'he defe lezet nep leve
ganeoc'h ? »
«- Eo, Aotrou. Met n'oufen kavout gwelloc'h plas e kêr a-bezh. »
Se a oa treiñ kaoz. Her santout a ris : « Rosalie e oa diskoulm an istor-se. N'eo ket likaouiñ
ur plac'h a felle din hepken met, dreist-holl, anavezout diwezhañ pennad ur romant. Ha diwar neuze
e rois va holl amzer d'ober al lez d'ar vatezh koant. Ur pemzektez goude gweladenn an noter, da
noz, pe gentoc'h da veure, rak beure-mat re oa, e lavaris d'ar verc'h :
«- M'az ped, kont din kement a ouzout war an It. De Merret. »
«- O!» a respontas, spouron en he daoulagad, « arabat deoc'h goulenn an dra-se, aotrou
Horace. »
Teñvalaat a reas he dremm gaer ha dislivañ he divjod livrin. Daoust da se e talc'his d'aspediñ
hag a-benn an diwezh e plegas.
43
- Ma », emezi, « pa fell deoc'h e lavarin ; met tavit war ar pezh ho po klevet. »
Kempenn a reas he chal ha hi ha kontañ. Hogen pa ne ve ket a-walc'h eus ul levr a-bezh da
zanevell an holl draoù luziet a zeuas-ganti, e kavan gwell ober un diverrañ. Setu eta an istor.
Ar gambr ma veve an It. De Merret er Vretechenn Veur a oa a-rez an douar. Eus an eeunañ,
a-hend-all : div zor dezhi, unan o tigeriñ war an trepas hag eben war ur gambrig - kleuzet er voger -
a dalveze da lakaat an dilhad. Un tri miz bennak kent ar pardaez ma tremenas an darvoudoù emaon
o vont da gontañ, e oa bet an It. De Merret klañv a-walc'h ken en doa he fried he lezet da vevañ
hec'h-unan-penn ; er c'hentañ solieradur e kouske an aotrou. Dre zegouezh e tistroas an denjentil
d'ar gêr, er pardaez-se, div eurvezh diwezhatoc'h eget kustum. Krediñ a rae d'e wreg e oa abaoe pell
morvitellet en e wele. Chomet e oa da fistilhan ha da latennat gant e vignoned hag, ouzhpenn-se,
daou-ugent lur - ur yalc'had vras evit kêriz Wenngen ken tost d'o gwenneien - en doa kollet o c'hoari
kartoù. Abaoe ur pennadig amzer ne rae an Ao. De Merret nemet goulenn ouzh Rosalie ha kousket
oa e wreg; atav e responte ar plac'h ya ha neuze, sioul e spered ez ae an denjentil d'e gambr. Ar
wech-mañ e krogas en e benn mont da gaout an It. De Merret da gontañ dezhi e wall-dro ha,
marteze, da frealziñ e galon ivez. Kempennet eus ar mistrañ en doa kavet e wreg da goan hag en ur
zistreiñ d'ar gêr en doa soñjet ennañ e-unan na oa mui klañv e bried hag e oa en enep, kaeroc'h eget
biskoazh ; kement-se a verze evel ma vez boas ar wazed da verzout pep tra : un tammig re ziwezhat.
E-lec'h gervel Rosalie, hag a oa gant he labour er gegin, ez eas an Ao. De Merret war-eeun etrezek
kambr e wreg. E gammedoù, aes o anavezout, a dregerne kreñv en trepas. Pa droas an denjentil an
alc'houez, e kredas dezhañ klevout dor ar gambrig-dilhad o serriñ goustad ; koulskoude hec'h-unan-
penn e oa an It. De Merret, en he sav dirak ar siminal, pa yeas tre. Hag eñ ha soñjal eeun-meurbet ,
e oa Rosalie er gambrig. Un netraig a ziskred a savas ennañ evelkent. Sellout a reas ouzh e wreg :
evel gouez ha strafuilhet e oa he daoulagad.
«- Divrezhat oc'h fenozh !» emezi.
He mouezh, ker glan ha ken heson peurvuiañ, a zaskrene un tammig. Ne respontas ket an
Ao. De Merret rak, dres d'an ampoent, e teue Rosalie. Abafet e chomas. Ha, krizet e dal, e stagas da
vale eus penn all ar gambr d'egile hep rannañ grik.
« Keloù fall hoc'h eus klevet ? Pe klañv oc'h marteze ?» a c'houlennas e wreg, lent-meurbet,
tra m'edo Rosalie ouzh he diwiskañ.
44
Ne respontas ket.
«- Trugarez deoc'h », eme an It. De Merret en ur ziskouez d'he flac'h pellaat ;« me va-unan e
rodellin va blev. »
Santout a rae e oa ur gwalleur war-nes c'hoarvezout, ha penn-ouzh-penn gant he fried e
venne bezañ. Pa voe aet kuit Rosalie - pe pa gredas d'an Ao. De Merret e oa aet kuit kentoc'h, rak a-
dreñv an nor e chomas ar vatezh - ez eas an denjentil dirak e wreg ha lavarout dezhi yen-tre :
«- Itron, un den a zo en ho kambrig-dilhad. »
Sioul e sellas an itron ouzh he fried ha respont eeun-meurbet :
« Nann, aotrou. »
Mantret e voe an Ao. De Merret gant an nann-se. Ne grede ket. Ha, koulskoude, morse n'he
doa hañvalet e wreg glanoc'h eget neuze. Treiñ a reas, e soñj mont da zigeriñ dor ar gambrig. Kregiñ
a reas an It. De Merret en e zorn ha, fromet-bras e lavaras gant ur vouezh kuñv-souezhus:
«- Ma ne kavit den, dalc'hit soñj e vo echu pep tra etrezomp. »
A-sav e chomas an denjentil.
«- Nann, Josephine, » emezañ, ne zigorin ket. Forz penaos, disrannet da viken e vefemp.
Selaou : me,'oar pegen dinamm eo da ene, me 'oar pegen santel e vevez ha, me zo sur na fellfe ket
dit ober ur pec'hed marvel, zoken evit saveteiñ da vuhez. »
O klevout ar gerioù-se e tispourbellas an It. De Merret he daoulagad ha sellout skoelf ouzh
he fried.
«- Dal », a gendalc'has, « setu da groaz. Tou din dirak Doue n'eus den aze ; da grediñ a rin ha
biken ne zigorin an nor. »
Kemer a reas an It. De Merret ar groaz ha lavarout :
« - M'hen tou. »
«- Uheloc'h », eme ar pried, « ha lavar : touiñ a ran dirak Doue n'eus den er gambrig. »
Distrafuilh e tibunas an itron ar frazenn.
«- A zo mat », eme an Ao. De Merret yen-tre.
Hag ur predig goude :
«- Bravat kroaz hounnezh. Ar wech kentañ din he gwelout », emezañ en ur sellout ouzh ar
groaz ebena hag arc'hant: « kizellet-dispar eo. »
«- E ti Duvivier em eus kavet anezhi; gwerzhet e voe bloaz 'zo, gant ur manac'h spagnol pa
dremenas ar brizonidi dre gêr. »
45
«- A!» eme an Ao. De Merret en ur azlakaat ar groaz en he flas.
Skeiñ a reas war ar c'hloc'hig. Ne voe ket pell Rosalie o tont tre. Kregiñ a reas an Ao. De
Merret en he brec'h, kas anezhi dirak ar prenestr a zigore war al liorzh ha lavarout dezhi a vouezh
izel :
«- Me 'oar e fell da Gorenflot dimeziñ ganit. Hogen n'hoc'h eus ket arc'hant da sevel
tiegezh : ha lavaret ec'h eus dezhañ na vi e wreg nemet pa vo mestr-mañsoner... Ma, kae d'e gaout
ha lavar dezhañ dont amañ diouzhtu gant e vinvioù. Diwall a zihuniñ e dud. Arc'hant e-leizh ho po.
Met dalc'h war da latenn ; anez... »
Krizañ e dal a reas. Edo Rosalie o pellaat pa c'halvas an denjentil anezhi adarre :
« - Dal, setu va alc'houez. »
Hag eñ ha garmiñ en trepas :
«- Jean ! »
Jean - ar brasañ fiziañs en doa an denjentil en e vevel - a zilezas e gartoù hag a zeuas da
gaout e vestr.
«- Kit holl da gousket !» a grias an aotrou ; hag a vouezh izel e stagas, evit Jean hepken :«
Pa vezint holl kousket-mik - kousket-mik, klevout a rez ? - e teui da reiñ keloù din. »
An Ao. De Merret, ha n'en doa ket, e-keit-se, tennet e lagad a-ziwar e wreg, a yeas d'azezañ
en he c'hichen e-tal an tan hag a stagas da gontañ dezhi darvoudoùigoù ar pardaez. Pa zistroas
Rosalie, e kavas an daou bried o tivizout hegarat-meurbet.
Nebeut amzer a-raok en doa an denjentil lakaet adaozañ diabarzh e di ha, p'eo rouez-meurbet
ar plastr e Gwenngen, en doa prenet kalz muioc'h eget na oa ezhomm, e soñj adwerzhañ
diwezhatoc'h, ar pezh a vije a re.
«- Aotrou, setu Gorenflot », eme Rosalie a vouezh izel.
«- Ra zeuio tre !» a respontas ar mestr, uhel.
Skrijañ a reas an It. De Merret pa welas ar mañsoner.
«- Gorenflot », eme an aotrou, « brikennoù ha plastr a zo el lab. Degas peadra da vogeriañ
dor ar gambrig-mañ. »
Hag, o tostaat da Rosalie ha d'ar micherour, e kendalc'has a vouezh izel : '
«-Selaou, Gorenflot, amañ e kouski fenozh. Arc'hoazh az po ul lizher-tremen da vont d'an
estrenvro ha c'hwec'h mil lur da baeañ da veaj. Dek vloaz e chomi ahont ha neuze mar dout bet feal
d'hon divizoù, az po c'hwec'h mil lur all. O lakaat a rin etre daouarn un noter e Pariz evidout. Met,
dalc'h soñj, ret e vo dit tevel war gement az po graet amañ. Ha te, Rosalie, dek mil lur az pezo gant
ma timezi ouzh Gorenflot. Hogen serrit ho kenou : anez, kenavo d'an arc'hant... »
46
« Rosalie », eme an It. De Merret, « deuit da gribañ din va blev. »
Sioul-tre e vonedoneas ar pried dre ar gambr, o sellout a-gorn ouzh an nor, ar mañsoner hag
e wreg. Ne voe ket Gorenflot evit mirout a ober trouz, avat. P'edo ar micherour o leuskel ur sammad
brikennoù d'an douar hag he fried e penn all ar gambr, e teuas an It. De Merret a-benn da silañ e
skouarn Rosalie :
«- Mil lur leve evidout, plac'hig : lavar da Gorenflot lezel un toull en traoñ. »
Ha, kadarn-meurbet, e stagas a vouezh uhel : «- Kae 'ta da reiñ dorn dezhañ. »
Dilavar e chomas an Ao. hag an It. De Merret keit ha ma voe Gorenflot gant e labour.
C'hoarvezout a reas d'an den jentil, avat, chom ur pennadig, troet e gein ouzh ar re all, da sellout dre
ar prenestr, hag ar predig-se a zibabas ar mañsoner evit skeiñ un taol pig ouzh unan eus gwerennoù
an nor ; neuze e voe gwelet e don ar gambrig teñval un dremm gaer skarnilet, blev du-pod ha
daoulagad skedus evel an tan. A-raok d'he fried tostaat adarre e c'hellas ar vaouez kaezh ober ur sin
d'an estren, evel evit lavarout dezhañ :« Fiziañs !»
Da beder eur, pa skleure an deiz - e miz Gwengolo edod - e voe peurechu al labour. Chom a
reas ar mañsoner dindan gward Jean ha kousket a reas an Ao. De Merret e kambr e wreg. Antronoz-
veure, o vezañ en em wisket, e lavaras an denjentil, dibreder-meurbet e zoare :
«- A, pitiaoul, ret din mont d'an ti-kêr evit al lizher-tremen ! »
Lakaat a reas e dog war e benn, ober tri c'hammed war-du an nor hag, o kemmañ menoz
souden, distreiñ da gemer ar groaz. Skrijañ a reas e wreg gant al levenez.
«- Mont a raio da gaout Duvivier », a soñjas.
Kerkent ha kuit he fried, e c'halvas an It. De Merrzt Rosalie ha, gant ur vouezh spontus, e
c'harmas :
«- Ar pig ! Ar pig ! D'al labour ! Gwelout a ris dec'h penaos e reas Gorenflot. Amzer hor bo
d'ober un toull ha da gempenn pep tra ! »
En ur serr-lagad e tegasas Rosalie ar benveg ha gant un nerzh gouez ec'h en em lakaas he
mestrez d'al labour. Lamet he doa un nebeut brikennoù pa spurmantas trumm an Ao. De Merret a-
dreñv d'he c'hein : semplet e kouezhas.
«- Lakait an itron war he gwele », eme an denjentil yen-tre.
47
En gortoz eus ur seurt darvoud, en doa antellet un traped d'e wreg : skrivet en doa d'ar maer
ha kaset kemenn da Duvivier da zont. Kempenn e oa ar gambr pa erruas ar braviger.
« - Duvivier », a c'houlennas an denjentil, « ha prenet n'hoc'h eus ket kroazioù digant ar
Spagnoled a dremenas ar bloaz all dre amañ ? »
« - Nann, aotrou. »
«- Mat, trugarez deoc'h », a respontas en ur ober ur sell ferv ouzh e wreg. « Jean », a stagas
en ur dreiñ davet e servijer, « lakaat a reot degas va boued din e kambr an itron De Merret ; klañv eo
; me 'fell din chom en he c'hichen keit ha na vo ket pare. »
E-pad ugent devezh e chomas an denjentil e-serr e wreg. En derou, pa save un trouz bennak
er gambrig vogeriet ha pa felle d'an itron goulenn truez evit an estren o vervel, e lavare, hep he lezel
da zistagañ ur ger :
«- Touet hoc'h eus dirak Doue na oa den aze. »
H. de BALZAC

48

Ur Mailh Chaseour

Abaoe meur a sizhun e oan o chom e ti ur mignon e Trinity-Bottom ha chaseadennoù bras


hor boa graet tro-dro d'ar settlement : ourzed, demmed, kilheien-Indez hor boa lazhet hogen pekari
ebet ne oa be tapet, daoust ma ouiemp e oa ur bern anezho er c'hoadeier ; ker fin eo al loen-se, avat,
ma vez diaes-bras e bakañ, ha seul diaesoc'h deomp-ni ma'z aemp er-maez hep chas ganeomp.
Ur beure - an diskar-amzer e oa - e voen dihunet gant safar ur vandenn kilheien-Indez a
gloche ketiñ-ketañ e-kichen an ti. Sevel a ris hag en em silañ er-maez hep lavarout ger da zen ebet,
rak souezhiñ va mignon a felle din ha degas dezhañ evit merenn ur c'hilhog lart ha tener. Ober a ris
tro ar vereuri, ha gwelout ar c'hilheien a oa o tastum greun en ervennoù ur parkad maiz. Re bell e
oant avat evit m'am bije gallet tennañ warno ha, pa hañvalent mont war-du ar c'hoad, e lakais em
penn pignat gant gwrimenn ar park ha mont da skoachañ er strouezh d'o gortoz. Un hanter-eur
goude, hep bezañ bet gwelet, e krimpen war ur wezennig hag e chomen da spiañ an evned, harp va
fuzuilh e gaol daou skourr.
N'oan ket puchet mat eno ma voe sachet va evezh gant un trouz iskis ha ma welen, o
tiskoachañ a-zindan an deil sec'h, un naer-ouroullerez eus ar binimusañ seurt. He direnket em boa
pa dommheolie ouzh troad ar wezenn ha setu ma'z ae da repuiñ e lec'h all. Va c'hentañ soñj a voe
flastrañ ar pezh divalav-se hogen pa n'hellen ket hen ober hep bezañ gwelet gant ar c'hilheien, e
kavis furoc'h chom sioul.
Edon o sevel va fuzuilh da dennañ war an evned, a oa bremañ war-hed taol, pa glevis souden
ur pemoc'h o doc'hal ; ha diouzhtu goude e tiguzhe eus ar brousgwez ul loenig souezhus-bras, hir ha
lemm e fri, kromm e gein, melen ar blev war e c'houzoug hag hep tamm lost ebet : unan eus ar
pekaried-se am boa ker bras c'hoant tapout. War e lerc'h e teredas un all, hag un all, hag un all
c'hoazh, ken e voe a-benn an diwezh ur bagadig mat anezho.
Kerkent ha m' he doe spurmantet ar pekari, e reas an naer he seiz gwellañ evit skoachañ er
geot ; nevez-troc'het e oa al leton, avat, ha ne chome ket peadra a-walc'h da guzhat he c'horf hir.
Evit ar pekari, savet e oa war e bavioù a-dreñv dirak an naer, houpet e vlev war e gein hag o teurel
c'hwez fall evel ma ra atav pa vez e kounnar.
49
Peogwir ne c'helle ket kuzhat pe tec'hout, e 'n em rodellas
an naer evit stourm aesoc'h. Hogen ne voe ket sked ferv he daoulagad ha trouz diastal he lost
trawalc'h evit spontañ hec'h enebourien. En enep, deredek a reas an holl bekaried en-dro dezhi, ken
na ouie mui pehini tagañ. Evel chas en egar e krie al loenedigoù, gwintet war o favioù a-dreñv, o
favioù a-raok kuzhet e-barzh o blev. En diwezh e reas unan anezho, an hini a oa degouezhet da
gentañ a gredan, ul lamm war an naer. Daou all a sailhas d'e heul ha dindan nebeut amzer e voe al
loen vil flastret ha debret.
Evit lavarout ar wirionez, ne raen mui bremañ van ebet ouzh ar c'hilheien : ur pekari a felle
din kaout. Sevel a ris 'ta va fuzuilh, leuskel an tenn hag en ur oc'hal e kouezhe d'an douar brasañ
houc'h ar vandenn. Daoust ha marv e oa pe gouliet hepken ne voen ket evit gouzout rak kerkent ha
disouezhet e' n em stlapas ar pekaried all ouzhin e-lec'h tec'hout evel ma oan en gortoz. Ha buan e
voen gronnet gant al loened fuloret a lamme a-razailh davedon en ur stlakañ o dent e-giz ma stlak
un dañser spagnol e rigedagoù.
Krimpañ a ris un tammig uheloc'h ha skeiñ a-drojoù gant fust va fuzuilh ; hogen
kounnaretoc'h-kounnaretañ e teue da vezañ al loened milliget ha ker brav e tantent ma ne chomas
mui, a-raok pell, tamm bragez ebet war va divesker. E riskl bras e oan, hogen kalonek e talc'his da
skeiñ hag ivez da c'harmiñ kreñvañ ma c'hellen gant ar spi e klevfe va mignon ac'hanon hag e teufe
war va skoazell.
Mont ar rae va nerzhioù diouzhin, avat ; santout a raen na vefen ket mui, a-raok pell, evit
derc'hel krog er wezenn hag e kouezhfen, hep difenn ebet, e-mesk va enebourien. Eürus eo e skoas
va fuzuilh, a hejen dreist d'am fenn, ouzh ur skourr tev n' am boa ket gwelet c'hoazh : a boan vras e
tizhis sevel warnañ ha neuze e oan diogel.
E-pad un hanter-eurvezh da nebeutañ ne ris netra nemet diskuizhañ. Gwech an amzer e
taolen ur sellad war ar pekaried : en em deurel ouzh ar wezenn a raent ha drailhañ he rusk gant o
dent. Bouzaret e oan gant o oc'hadennoù ha damvouget gant o c'hwez doñjerus ; bep an amzer e
choment sioul, hogen kerkent ha ma welent korf o c'hamarad adarre e kroge ar fulor enno dek
gwech gwashoc'h c'hoazh. Ha daoust d'ar safar a gasemp holl, al loened o doc'hal ha me o c'harmiñ,
ne zeue den war va sikour.
Neuze e soñjis e vije mat marteze ober gant va fuzuilh :
a-walc'h e vefe leuskel un nebeut tennoù evit ma teufe tud ar vereuri da reiñ dorn. Poultr a lakais em
fuzuilh ha sevel ar gorzhenn war-du an oabl pa gavis souden e vefe gwelloc'h c'hoazh lazhañ un
enebour. Ur vilienn a lakais 'ta, bizañ ur pekari hag e ziskar.
50
Ne ziskouezas ket al loened all bout sponbet an disterañ ; en enep e choment stardet tro-dro d'ar
wezenn, savet o fri davedon, en ur doc'hal skiltroc'h-skiltrañ. Kargañ a ris adarre ha tennañ : ha sed
un all d'an traoñ. Sevel a reas kalon ennon : ugent tenn a oa em sac'h ha poultr e-leizh ; evit ar
pekaried, tri a oa lazhet ha c'hwezek a chome c'hoazh.
Ha me kargañ ha tennañ diastal. Ken aketus e vizen ma c'hwitis ur wech hepken. Hag un
hanter-eurvezh goude e oa ouzh troad ar wezenn naontek pekari marv.
Neuze e tegouezhas va mignon, savet e zivrec'h, digor-bras e veg gant ar sebez ha ken
dispourbellet e zaoulagad ma vije bet kredet e oant war-nes strinkañ eus o zoulloù.
Brudet e voe va zaol-kaer ha kent pell e voen tremenet d'ar gwellañ chaseour a gement a oa
e Trinity-Bottom.

hervez ar C'habiten MAYNE-REID.

51
Barzhonegoù

Skeud ar Rabin

Da lavarout
giz Gwened

Bout a zo
Em ene
A-werso
Un hune...

'Vel kounioù
Deut a-bell
A vaezioù
Breizh-izel.

Soñj a wel
En dremmwel
Diribin
Ur rabin,

Kistineg
Deliaouek
En em led
Glas he skeud,

Ha pelloc'h
Dour ul loc'h
Dan magoer
Ur maner...
Bout a zo
Em ene
A-werso
Un hune

E-mesk ar parkoù durc'haet d'an heol tan


E sav, hir ha mouk, gwezeg ar rabin.
Lec'h ma vez kavet, pell ouzh al lann grin.
Ur waskedenn glouar evit un ehan.

52
Heuliet em eus disheol ar vali,
Etre peulvanoù he c'histinenned.
An avel enne a gan he beli.
Me 'glev en o lein tabut an evned...

A hed ribl ar straed, a-gevret e peur


Loned gwenn ha du war liv ar flourenn
Ur plac'hig vihan, he blev melen-aour,
O gouarn 'n ul laret dic'hoarzh, ur sonenn...

E penn an hent du-hont


E luc'h, en devalenn,
Edan gwareg ur pont
Al lenn.

Ur prad en-dro d'ar stank.


Ennañ bokedoù stank,
A ziskenn bet' an dour
Ken lor.
A du kleiz, un ti plouz
A ziskouez e gein rous
Ha bolzig vein e zor
Digor

A-zehoù ur maner,
Dreist ar vur o sevel,
Em skeudenn er miloer
Teñvel.

Gwelout a ran e doenn,


Mein-glas goloet a van.
Stalafioù aet da wenn
Bremañ.

Tal ar puñs, ur chapel,


Kizellet c'hoazh he zal.
A gousk uvel, evel
Gwezhall...

Siwazh ! Tonkadur garv !


Dirak al lenn argant,
Ar maner a seblant
Bout marv...
53
O hune kozh e don m'eñvor,
Soñjet em eus ennous,
Seul wezh ma riskle hor bro baour
Er vouilhenn lous,
Pep koulz ma tileze an dud
O spered broadel,
Ha pa wanae an avel but
Nerzh Breizh-izel !

Arouez ha test hor meurded kent,


Difenner hor gwerin.
Klask a ran atav war ma hent
Skeud da rabin !

Roperzh AR MASON.

54
DIV VARZHONEG

Gant va zrugarez kalonek da Vaodez Glanndour.

War an daol e-tal din


Trouz an eurier o vont, diastal ha mibin.
Dek eur.
Hogos marvet an deiz,
Ar bloaz.
Kustumat un arvest :
E goulou an tredan
Emañ-hi o stammañ ;
Stirlink an nadozioù o zitirin ingal.
Bep ar mare, bazailhadenn.
Hag er pellder, war skramm an noz.
Boubou an tren –
Diougan glav, 'mezi -
O sevel meurdezus hag o vervel gorrek.
Hag adarre, dalc'hmat dalbezh,
Trouz mibin an errrier :
An amzer o tremen.
Hep dale 'vo echu, bloaz all.
Mat eo bet ?
Ha laouen ?
Petra 'vern.
Labourioù holl heñvel
Ha goude,
Pardaeziou 'vel henozh
Gant ouzhpenn, a-wechoù, cholori ar skingomz
Pe filstilh ur mignon deut d'ober gweladenn.
Ar vuhez !
Da be vad ?
Da be zroug ?
Perak goulenn ?
An amzer 'ya e-biou...
Koshoc'h ez omp,
krisoc'h,
Pishoc'h,
Serretoc'h ennomp hon-unan,
Kollet ganemp dibrederi ar yaouankiz.
Ha dirazomp bagadoù stank
55
A zevezhioù, sizhunvezhioù ha mizvezhioù
Goustat,
Unton,
Aner,
Karget a verfeti,
Gant abadenn nozel stirlink an nadozioù.
Trouz an eurier war an daol.
Talm hor c'halon o vont gwanoc'h.
Trouz an eurier,
Hegas e vibinded,
Pa santomp ar skuizhnez ouzh hon tagañ,
Skuizhnez an dudigoù o vale war o goar,
Krommet kent pell,
Kabac'h.
Trouz an eurier o vont mibin.
Tevel a ra, talm hor c'halon.
Trouz an eurier e skouarnoù all,
Tik-tik-tik,
Laouenik.
Red ingal ar bizoù :
An amzer o tremen,
Kompes,
O tremen.
31 a viz Kerzu

Sioul-sioul an ti
P'emañ souchet an holl e boukter o gwele.
Nep trouz,
Nemet, a wech da wech,
Luc'h ur sutelladenn a darzh trumm er pellder,
Hag a varv ken prim all,
O lezel duoc'h c'hoazh an didrouz.
Studiañ 'ran
Paket em mantell deuc'h,
Bizied lemm an anoued o waskañ kriz va divarzell.
Faezh on
Gant trubuilh ar sizhun
Ha kerseenn ar goanagoù goullo.
Faezh ha morzet.
A-drumm em spered skuizh, avat,
Sed ma fenn bannoù flamm an huñvre,
N'on ket mui me studier kaezh
O krenañ gant ar riv war labourioù aner,
Met soudard an adsav,
Da frouezhenn d'e boaniou an azginivelezh.
N'on ket mui va-unan :
56
Un ezel, ya, en engroez diwelus a baotred
Paour eveldon,
O poanial eveldon,
Didan moarvat,
Skornet moarvat,
Hag o tanzen, ivez, levenezioù an trec'h ;
Ur c'hendalc'her, ya, d'ar stourmerien a-gent
- En ur gambr hep oaled e labourjont,
Int ivez,
Ugent vloaz 'zo –
Hag ur prienter
O kompezah an hent d'ar re 'zeuio warc'hoazh
Diarc'hant ha brokus.
Eurioù doueel an noz,
Eurioù beo an noz veo,
Nemeto ken o reiñ d'am striv e ster hag e dalvoud.
Daspugn a ran bremañ feñzoriad va devezh :
Mezhekadennoù, Enkrezadennoù,
Goapaennoù ar vourc'hizien ;
Izel ha denel
Holl o daspugnan em boz
Ha fiziañsleun o c'hinnigan,
Va divrec'h o luskañ d'al lein,
'Giz dasprengwerzh va bro...
Huñvre ?
Pa laka pinvidik an tavanteg.
Pa laka prizius-aour skubion an hent.
Pa laka peurbadel an dibad.
Huñvre ?
Donañ gwirionez.

X. X.

57
C'hoariva

Ar Vamm

Emeur en un ti bihan micherourion e-kichen Brest, en ur gegin sioul, digor war ul liorzh. Ur
c'hazh a zo kousket war ur gador. Emañ Anna, ur plac'h yaouank vras gwisket un tammig re gran
oc'h enaouiñ an tan er fornigell en ur ober un trouz spontus pa zeu tre, dre dor ar gambr, he breur
Jakez, hanter-dihunet, e vlev a-fuilh war e dal, imoret-mat, prest da c'hwitellat, eürus-tre.

ANNA. - Ma n'eo ket ur vezh gwelout ur peul bras eveldout o chom e-barzh da wele betek kreisteiz
oc'h ober Doue 'oar petra, rak n'eo ket kousket ac'h eus graet moarvat, leun evel ma oas gant an
dijuniñ ac'h eus bet, ha n'out ket bet gouest zoken da enaouiñ an tan evit ar re a zo ret dezho
labourat noz-deiz evit gounit o zamm bara en toull-mañ, ha n'eus nemet patatez bihan bremañ ;
honnezh ne gign morse nemet ar re dev, ha pa soñjan e rankan mont en-dro da labourat da un eur...
Jakez, lez ar c'hazh-se sioul !
JAKEZ. - Ar gwellañ-tout a vije chom hep debriñ. Ne rafe ket a zroug dit evit ur wech.
ANNA. ?- Ha te !
JAKEZ. - Me n'on ket ur plac'h, a-drugarez Doue
Pelec'h emañ ar chaodourenn ?
ANNA. - Arabat dit ober an neuz da labourat bremañ. Kae da gerc'hat dour kentoc'h.
JAKEZ. - Ar sailh a zo leun.
ANNA. - Dour glav moarvat, n'eus den en dije kalon a-walc'h da vont d'ar feunteun en toull-mañ.
Da belec'h eo aet da c'haloupat c'hoazh ? Lez ar c'hazh-se, Jakez !
JAKEZ. - Piv a zo aet da c'haloupat ?
ANNA. - Piv ? Goulenn a rez piv ? Daoust hag ez eo din-me d'ober al labour-mañ ? Pa vin marv e
vo gwelet.
JAKEZ. - Ne varvi ket, paour kaezh merc'h, ne varvi biken.
ANNA. - Laka dour war an tan da nebeutañ. Ket e-giz-se. Perak e c'hoariez bepred gant ar c'hazh-
lous-se ? Plouf ! Ra n'ec'h eus ket lazhet an tan bremañ !
JAKEZ (imoret mat). - Petra 'zo, Anna ?
ANNA. - Netra.
JAKEZ. - Ale, ale...
58
ANNA. - N'eus netra. Pa vin marv e vo gwelet.
JAKEZ. - Ale, ale, petra 'vo gwelet neuze ?
ANNA. - Lez ac'hanon da lakaat ar patatez da boazhañ.
Te 'gav dit eo ur vuhez ? Patatez, patatez bemdeiz. Ha c'hoazh ne chom ket er gêr, hi, mont a ra da
c'haloupat, ha ni e-barzh al lagenn amañ. N'anavezez ket anezhi.
JAKEZ. - Perak e komzez e-giz-se ? Da vamm eo, nana ?
ANNA. - Mar karez. N'anavezez ket da vamm.
JAKEZ. - Klev, Anna ; petra 'zo ?
ANNA. - Netra ; met ankounac'haet ac'h eus penaos emañ an dud dre amañ. Bemdeiz, dek gwech
bemdeiz e c'houlennont eus da geloù. « Neuze eo bet kaset kuit eus ar c'hloerdi ? Nann, n'eo ket bet
kaset kuit ? Neuze eo aet kuit e-giz-se, n' eo ket ker mont war ar studi e-giz-se. Moarvat e raio skol
bremañ. Ha n'eo ket aet da chom gant e c'hoar henañ ? Honnezh he deus arc'hant sur a-walc'h, p'eo
deut d'he kwelout gant ur c'harr-tan melen ha du evel ur valafenn, hag an den-se ne oa ket eus ar vro
». Mamm a lavar ez aio d'en em veuziñ. Gortoz ma lakain ar patatez.
JAKEZ. - Ne daio morse.
ANNA. - Petra a ouzout-te ? Aes eo deoc'h komz, dit ha da honnezh gant he c'harr-tan hag he
medisin na zimezo morse ganti. Sellout a rez ouzh tud ar vro-mañ evel ouzh tud e-barzh ul levr,
genaouioù bras dezho - ha ni er gêr kemend-all. Ha ne deuez nemet evit lakaat da vamm da baeañ
traoù nevez dit. Ha me 'oar mat ne soñjit mui ennomp, na hi, na te, p'emaoc'h en ho Paris. Pa vez
goulennet ouzhit : Met penaos emañ ho tud, peseurt tud hoc'h eus, sur on ne lavarez ket ar wirionez.
Ha te 'gav dit n'ouzon ket perak out aet kuit eus ar c'hloerdi ? Ne felle ket dit sentiñ ken. C'hwi a zo
lorc'hus ho-taou, hi ha te, c'hwi a zo lorc'hus. Ha gant da benn d'an nec'h e-giz-se, ne welez ket petra
a dremen en-dro dit. Tri devezh a zo emaout amañ hag e c'houlennez c'hoazh : Petra 'zo, Anna ?
Petra 'zo ?
JAKEZ. Petra 'zo, plac'h feuls ? Petra 'zo, genou bras ?
ANNA. - Da vamm.
JAKEZ. - Ya?
ANNA. - Evañ 'ra.
JAKEZ. -- N'out ket mat ? Setu ar pezh a gavez da ijinañ bremañ ?
ANNA. - Da ijinañ ! Gwin dous, gant kouignoù. Gwin mat. Gwin ker.
JAKEZ. - Gevier eo a gontez din bremañ.
59
ANNA. - Soñj ac'h eus eus gwreg ar sakrist gant he fri mouk ? Soñj ac'h eus eus ar sparlenn a veze
lakaet bep sul er-maez eus an iliz e-pad ar Gousperoù ? Soñj ac'h eus eus Mari Gwezenneg hag eus
he c'hoarzh skiltrus ? Daoulagad evelto he deus a-wechoù diouzh an noz. Sellout a ra ouzhin, pa
zeuan d'ar gêr, evel ur c'hi skourjezet, pe neuze en em laka da gomz, da gomz dibaouez, hag he
daoulagad neuze n'eus ket tu da sellout outo...
JAKEZ. - Anna... N'ac'h eus lavaret netra dezhi ?
ANNA. - Netra ? Penaos, netra ?
JAKEZ. - Spi am eus n'ac'h eus lavaret netra dezhi.
ANNA. - Un deiz em eus paket anezhi gant ar voutailh. Hag em eus komzet neuze, sur.
JAKEZ. - Petra he deus respontet ?
ANNA. - Netra. Petra he dije gellet lavarout ? ,
JAKEZ. - Ha goude-se moarvat ez out aet d'ar red da gomz ouzh da dad ?
ANNA. - Ar gwir en doa da c'houzout, nann ?
JAKEZ. - Heugus eo, klevout a rez, heugus eo, heuget on ganit. Laouen out da vezañ tapet anezhi,
evel ma lavarez. Laouen out, bremañ out mestrez 'barzh an ti - Ha setu perak neuze e komzez outi
gant ar vouezh-se. Ha n'out sur eus netra.
ANNA. - N'on sur eus netra, añ, n'on sur eus netra ? Setu un taol dic'hortoz evit da lorc'h, añ - A-
benn ur pennadig amzer e c'hello bezañ gwelet gant an holl ha kaset kuit er-maez eus an iliz, hi ivez
!(C'hoarzhin a ra). Gwir eo ne da mui d'an iliz abaoe ma 'z out aet kuit eus ar c'hloerdi.
JAKEZ. - Anna ! Anna!
(Klevout a reer dor al liorzh o storlokañ. Dont a ra an tad en-dro eus e labour kalvez. Ur penn mat
en deus, gant daoulagad glas.)
AN TAD. - Savet out, Jakez ? Gwelloc'h e vije dit mont abretoc'h da gousket, mab. Netra evel ur
pennad-kousk a-raok hanternoz. C'hwi a oa o tabutal ? Va Doue, bras evel ez oc'h bremañ, e
rankfec'h bezañ fur. N'ec'h eus ket debret, Anna ? Ret eo debriñ evit labourat, merc'h.
ANNA. - N'eus nemet patatez. Ha mamm n'emañ ket er gêr.
AN TAD. - Ma. ma, patatez a zo mat. Petra ho poa ho taou ?
JAKEZ. - Netra, netra.
ANNA. - Lavaret em eus dezhañ diwar-benn mamm, ha ne fell ket dezhañ krediñ.
AN TAD. - Ne oa ket ezhomm da lavaret dezhañ peogwir ne c'hell ober netra.
ANNA. - Ha setu m'emaout bremañ a-enep din, te ivez ! An holl a-enep din amañ, evel boaz.
Daoust ha ne c'hounezan ket va buhez ? Daoust...
60
AN TAD. - Ma, ma, merc'h, debr 'ta ? Pebezh penn a rez !
ANNA. - Nann, ne zebrin ket.
AN TAD. -- Debr 'ta, merc'h, debr 'ta!
JAKEZ. - Doue, ra 'z aio kuit ma vo peoc'h ganti. Moarvat he deus chokolad leizh he godell evel
gwechall.
ANNA. - Mont a ran kuit.
(Hag ez a kuit trumm, goude bezañ tapet he zog hag he sac'h.)
AN TAD. - Honnezh a gouezho klañv gant ar boanspered a gemer, paour kaezh plac'h, re a galon he
deus. Deus ouzh taol, mab. Karout a rez c'hoazh ar patatez gant laezh ? Me pa'm eus graet va seizh
vloaz servij war vor du-hont e Bro-Sina e-pad ar brezel, setu ar pezh a vanke din ar muiañ, ar
patatez gant laezh, dreist-holl rostet gant un tamm kig sall evel ma ra da vamm. Arabat bezañ drouk
evit da vamm, Jakez.
JAKEZ. - Me ?
AN TAD. Te hag ar re all. C'hwi ho-tri, ar vugale. Me 'gav din eo c'hwi eo a zo kiriek eus ar pezh a
zo c'hoarvezet.
JAKEZ. - Ar pezh a zo c'hoarvezet ? N'eo ket gwir. Ne gredez ket ar pezh a lavar an diodez-se ?
N'eo ket gwir.
AN TAD. N'ouzon ket hag eo gwir. Mar deo gwir eo c'hwi a zo kiriek.
JAKEZ. - Ne c'hell ket bezañ gwir, va zad.
AN TAD. - N'ouzon ket, Jakez. Ret e vije bet deoc'h ho-tri... Me ne ran forzh. Hi avat a zo graet
disheñvel. C'hoant he deus bet atav da ober ur bern traoù, kemer trenioù, gwelout kêrioù... ha poan
hon eus bet ouzh ho sevel. Ha ne vijec'h ket bet savet evel ma 'z oc'h bet paneveti. Ha gouzout a ra
ober ar gegin ivez, hag e oar dispign. Ha - mat eo ho mamm, bugale --. Me ne soñjan ket, me ne ran
nemet va labour. Met hi, hi a zo speredek. Gwir eo ne servij ket da galz a dra... Kemer muioc'h a
batatez evidout, Jakez. (Goude ur pennad.) Ar pezh a gavan iskis eo ne zebr ket, koulz lavaret. Ha
pa ever kalz, ne zebrer ket.
(Debriñ a reont o-daou hep komz mui,)
AN TAD. - 'M eus ket naon, sell. Mont a ran d'al labour un tammig abretoc'h hag e tresin da votoù-
lêr evidout. Arabat lezel ar c'hazh da echuiñ al laezh, memes tra, Jakez. Kenavo.
JAKEZ. Kenavo.
(An tad a ya kuit. Chom a ra Jakez ouzh taol, difiñv ha mantret, betek ma klever ur wech c'hoazh
trouz dor al liorzh. Hag ar vamm a zeu tre, karget gant daou sac'h ha pakadoù tev, skuizh da welet.
Tennañ 'ra he fakadoù.)
61
JAKEZ (a zo savet).- Debr da gentañ, mamm. Skuizh-marv ez out.
AR VAMM. - Nann, nann, n'em eus ket naon.
JAKEZ. - Debr, mamm.
(Ar vamm a sell ouzh he mab, ouzh daoulagad he mab hag e lavar goustadik )
AR VAMM. - Debriñ a rin diouzhtu, Jakez. (Gant ur vouezh disheñvel) Sell, petra am eus prenet
evidout, rochedoù, loeroù ; sell ouzh ar rochedoù, reoù mat e vint sur - sell.
JAKEZ. - Kalz re gaer, mamm, ha kalz re ger ivez.
AR VAMM. - Met te 'zo deut en noazh d'ar gêr, paour kaezh Jakez.
JAKEZ. - Takonet em boa va zraoù, mamm.
AR VAMM. - Jakez. Da unan-penn.
JAKEZ. - Mamm, mamm, n'eus ket d'en em chalañ ganin.
(Ar vamm a azez war ur gador. Karout a rafe goulenn ur bern traoù diwar-benn buhez he mab ha ne
gred ket.)
AR VAMM. - Ma ne blij ket dit ar rochedoù-se...
JAKEZ. - Mamm, na sell ket ouzhin e-giz-se !
AR VAMM (a-greiz-holl). - Lavaret o deus dit ?
JAKEZ. - Ma kav dit e kredan ar pezh he deus lavaret honnezh...
AR VAMM. - Ya, krediñ a rez hep gouzout dit. Atav e kreder an traoù se, atav e kreder an droug hag
al loustoni, vad a ra da galon an dud. Ha bremañ pa sellont ouzhin eo evit klask war va fenn ar pezh
a gredont - Sellont a reont ouzh va daoulagad, ha pa deu Anna da bokat din e klask c'hwez ar gwin...
JAKEZ. - Mamm...
AR VAMM - Ma chomfes amañ eizh deiz muioc'h nemetken e kredfes ivez - ma chomfes amañ
eizh deiz muioc'h ez afes evelti da glask ar gwin e foñs an armelioù hag e lab ar binvioù, evit
gouvout, evit gouzout.
JAKEZ.. - O! mamm, mamm, daoust hag em eus graet kement a boan dit pa 'z on aet kuit eus ar
c'hloerdi ?
AR VAMM. - Gwelout a rez, Jakez - krediñ a rez evelto. Klask a rez digarezioù evidon. Te. Da
c'hoar e Paris, ivez moarvat. (Goude ur pennad, evel unan o splujañ) Hag e c'hellez krediñ. Dit-te e
lavarin ar pezh n'am eus ket lavaret d'ar re all. Evañ 'ran, evañ 'ran.
JAKEZ. - Ne ran forzh ! Ne rarn forzh. N'on ket evel ar re all. Ne ran forzh. Va mamm ez out. Te
'gav dit n'anavezan ket ac'hanout ? Te 'gav dit... Mamm, n'hon eus morrse komzet.
AR VAMM. - N'eus ket ezhomm. Jakez. Bremañ on kollet.
62
JAKEZ. - Abalamour deomp holl : bevet hon eus evel loened mut. Mamm...
AR VAMM - Jakez, Jakez...
JAKEZ (a-greiz-holl). - Mamm, n'eo ket gwir. 'keta ?
AR VAMM (kemmet). - Ma ne vije ket gwir, e vije dres an hevelep tra, Jakez. Ha gwir eo. Da
vamm a ev. Ha neuze ? Evel ur bern mammoù all. Perak e kave dit az pije bet ur vamm ken
disheñvel ? N'eo ket un doare ken fall da echuiñ ur vuhez... Kae da vale, Jakez. Skuizh ez on hag ez
in war va gwele un tammig.
(Mont a ra Jakez d'al liorzh hag e chom ar vuamm o sellout outañ, harpet ouzh dor an ti. Goude e
teu da azezañ.)
Ne gred ket, n'en deus ket kredet. Dont a raio en-dro ha ne gredo ket, ha n'eus nemetañ a gar
ac'hanon, n'eus nemetañ en deus bepred karet ac'hanon ha gwelet a-dreuz din - Met ne fell ket din
en dije keuz, ne fell ket din en dije keuz d'e vamm
-« Tri miz buhez, tri miz buhez hoc'h eus c'hoazh, ur c'hrign bev hoc'h eus. Ya, lavarout a ran ar
wirionez d'an dud, me, dlead ar medisin eo ».
Fant R. MEAVENN.

63

Hor Bro
Un tour kaer : Ploare

Kemerit an hent-houarn, kemerit an hent-mor da vont da Zouarnenez, dre forzh pezh tu e fell
deoc'h tizhout kêr, a-bell
e welit dirazoc'h war an duchenn, savet evel ur bir, tour iliz Ploare. Ur souezh eo kavout ur savadur
ken kaer e-kreiz ur vorc'hadenn laou. Rak war-lerc'h ar brezel bras all ne oa c'hoazh tro-dro d'an iliz
nemet ur guchennad tiez bihan eus Laez ar vorc'h betek Traoñ an hent. Ha n'eus ket ur c'heit all a-
raok, e oa goloet an tiez bihan-se gant plouz keitet. Tiez bihan divalav, gant ul leur-di, hep porzh na
liorzh, a weler hiziv an deiz e laez ar vorc'h. Un dornad all a diez divalavoc'h, a oa a-dreñv ar
sakristiri, a zo bet diskaret e penn kentañ ar c'hantved-mañ.

Borc'h Ploare, pe da vihanañ tro an iliz, he deus kemmet kalz er c'hantved diwezhañ. An
engravadurioù kozh a ziskouez dimp e oa, ur mare, gwez uhel tro-dro d'an iliz, gwez evlec'h ha
gwez onn. Ar vered a oa neuze ivez dirak an iliz. Taolet eo bet ar gwez d'an traoñ. Kaset eo bet ar
vered un tammig izeloc'h, e Penn ar C'hoad, e-lec'h m'emañ bremañ. Ha, daoust ma'z eus ouzhpenn
kant vloaz m'eo c'hoarvezet an darvoud, e chom atav bev e-touez Ploareiz soñj ar vered. P'edon
bihanik, ne veze anv ganimp morse eus tachenn an iliz, met bepred eus ar vered vihan hag eus ar
vered vras. Eno e oa ganimp al leur-c'hoari. Eno 'vezemp, kerkent echu ar skol, o c'hoari deñv pe
kornigell, hag a bep seurt c'hoarioù all hervez mare ar bloaz. Alies, e-kreiz hor c'hoari, e tegouezhe
ganimp dizouarañ pe un askorn-morzhed pe un askorn-klopenn, hanter-bruzunet hag hanter-debret
gant ar preñved. Hag e c'hoariemp divezh ganto, daoust ma veze lavaret dimp gant an dud vras e oa
pec'hed marvel ober goap eus relegoù douaret en ul lec'h bet binniget. Eno ivez e oa ur varrenn
houarn hir, douget war beulvanoù, a lakaemp alies hor skouarn en ur penn e-pad ma skoe ur
c'hrouadur a daolioù munut war ar penn all gant ur maen ; hag e klevemp mat-tre ar son sklintin
kaset a-bell gant an houarn. Hor Laenneg brudet, moarvat, pa zeue da Gerlouaneg, en doa gwelet
aze kement-all gwechall hag en doa dizoloet diwar-se e venveg-sonteal. Ur blijadur eo din da
vihanañ soñjal kement-se.
64
M'he deus kemmet kalz borc'h Ploare, an iliz, hi, n'he deus ket fiñvet, an diavaez anezhi d'an
nebeutañ. Savet abaoe penn kentañ ar c'hwezekvet kantved, e chom atav sonn war he diazez, nemet
marteze e sav muioc'h a giñvi outi a vloaz da vloaz. Brud 'zo e-touez Ploareiz eo bet fardet gant ar
Saozon ha me va-unan, p'edon krouadur, a grede start er barabolenn-se. N'ouzon ket a belec'h eo
deut ar goñchenn. Krediñ a ran hiziv eo bet savet an iliz gant tud hag arc'hant ar vro. Rak da gentañ
ne oa ket a Saozon er vro d'ar mare-se hag, ouzhpenn, arabat ankounac'haat e oa Ploare ar barrez
nemeti tro-war-dro. Douarnenez a zo parrez abaoe dek vloaz ha tri ugent bennak ha kement
Douarnenezad a zoug muioc'h eget an oad-se a zo bet badezet war maen-font iliz Ploare. Tra
souezhus ebet eta, mar deo bet kavet « mouneiz » a-walc'h er bastell-vro da sevel ar pezh savadur
kaer-se.
N'eo ket an tour ken uhel hag hini Sant Kaourintin e Kemper, na zoken ken uhel hag hini
Rozkudon e Pent-e-Kroaz. Met sevel a ra ar c'hilhog koulskoude da dost tri-ugent metrad a-us
tourioù Bro-Leon. Met kaer eo evel m'emañ. Un draig, d'am meno, a zifeson un disterañ e
vraventez. Bez' ez eus warnañ peder zouribell : div anezho, er biz hag er gevred, a zo lemm hag
uhel ; div all, er gwalarn hag er mervent, a zo berroc'h ha tognoc'h. An div gentañ a glot dres gant
doare-sevel an iliz a-hend-all ; met an div all, avat, a zo warno liv an Azginivelezh. Rak d'ar mare
m'eo bet graet an iliz e oar kroget dija da gemmañ doare-sevel ar Grennamzer hag ar savourion o
deus graet aze ur meskaj diglok d'am soñj : sed an tour, pa weler anezhañ eus lec'hioù 'zo, a seblant
bezañ kamm ha diechu. Fazi dister. Evel m'emañ, tomm on da dour Ploare am eus bevet dindan e
warez e-pad pemzek vloaz va bugaleaj. Nag a bet gwech n'am eus ket savet betek kambr ar c'hleier
evit sikour ar c'hloc'her d'o brallañ ! Nag a bet gwech n'am eus ket pignet gant an derezioù-mein
evit mont betek ar garidoù diwezhañ, a-us d'ar c'hleier, evit freuzhañ neizhioù ar fraved a goage
niverus en-dro d'ar c'hilhog ! Uheloc'h avat n'am eus ket kredet biken mont, penn da benn gant
chadenn an diskuruner. Gwelet em eus koulskoude, gant spont, meur a hini, tommet-mat o fri, sevel
ganti evit mont da lakaat ar c'hilhog da dreiñ e beg an tour. Divadaouet-krenn e vezent d'an distro.
Ha n'eus ket bet ur wech pevar lavagnon eus Marc'had an Avu betek di oc'h ober ur bartiad kartoù ?
Echu ha peurechu eo an amzer-se. Chadenn an diskuruner a zo bet plaket ouzh ar vein ha n'eus ket
peg enni mui.
65
Didorroc'h e kav al lavagnoned daremprediñ ar porched, ar jañbarleg evel ma lavaromp.
Chom a reont aze da bilpasañ, da gontañ kaoz, met ne deont ket donoc'h e-barzh. Anzav a ran on bet
me va-unan alies gwech ennañ o c'hoari pemp pe nav zoull. Graet e oa bet an toulloù ganimp er
vein, ha pa rae glav e kavemp eno an disglav hag al lec'h da c'hoari. Sevel a raemp ivez gant al
lec'hioù, goullo neuze ha bremañ, a zegemere gwechall an daouzek abostol a bep tu d'ar C'hrist. E-
pad an dispac'h bras eo bet diskaret an daouzek delwenn savet e mein Kersanton ha dic'houzouget,
ha stlapet penn amañ, korf du-hont. Kavet int bet a-dammoù e Park ar Marc'h pe e liorzh ar
presbital. Dre forzh stagañ kaot outo, or deut a-benn gant an tammoù da sevel daou sant en o fezh -
ha da dra. Krediñ a ran ne glot ket kaer ar penn gant ar c'horf. Lakaet int bet war ar savadur a gaver
e dor ar vered en eñvor da baotred Ploare marv e brezel 1914.
Pa'z aer tre en iliz, e seblant diouzhtu n'eo ket ken kaer an diabarzh hag an diavaez, daoust
ma' z eo tonius ar chantele a ziskenn tost betek hanter an iliz ha ma'z eo sonius-kenañ an ograoù
bras pintet en traoñ. Mastaret eo bet ivez gant ar c'hiz nevez da lakaat delwennoù plastr en enor da
Santez Tereza ar Mabig Jezuz, da Janed Ark ha me 'oar piv me. Ret eo ansav koulskoude e kaver
atav el lec'h a enor patrom Sant Kaourintin, Sant Alar, Sant Herbod hag un nebeut reoù all a Santed
hag a Santezed Breizh. Lenn a raer a-us da aoter Sant Youenn an div werzenn-mañ, e brezhoneg
evel-just :
Tud vat, araok prosezi, goulennit sklerijenn
'Tal an aoter-mañ savet d'enori Sant Youenn.

N'ouzon dare hag-eñ e vez kalz tud o pediñ Sant Youenn evit goulenn digantañ gonid o
frosezioù. Gwelet em eus gwechall kalz gouloù war enaou dirak an aoter. Gwellañ gonid a rafe a-
dra-sur, ar brosezourion eo en em glevout etrezo a-raok mont dirak al lez-varn, ha setu ar respont a
dle ober dezho Sant Youenn eus barr an Neñvoù.
An den eürus Mikael an Nobletz en deus kalz perzh ivez en iliz Ploare. Taolennet eo daou
zarvoud eus e vuhez war div werenn livet : war an dorn kleiz, ar Werc'hez en em ziskouez d'an den
santel e Konforz evit kemenn dezhañ mont da brezeg da Bloare ; war an dorn dehou, an Tad a guita
Douarnenez da viken gant ar vag, ar barrezioniz o leñvañ dezhañ. N'eo ket kozh an div werenn-se,
peogwir int bet lakaet tro ar c'hantved, met diskouez a reont an doujañs a zo douget dezhañ bepred
gant Ploareiz. Ret eo lavarout eo iliz Ploare al lec'h en deus prezeget ar muiañ hed e vuhez. Rak e
Douarnenez, d'ar mare-se, e penn kentañ ar XVII-vet kantved, ne oa nemet chapel Santez Helena,
kalz re zister da zastum an engroez a zeue da selaou e brezegennoù ha da heuliañ e visionoù. E-pad
meur a vloavezh eo bet Ploare ar repu, tomm d'e galon, a zeue davetañ goude bezañ kerzhet ha
prezeget an Aviel e Bro-Gernev.
66
Eno e vourre e-touez an dud vunut, ar besketaerion hag ar gouerion. Ha ma n'eo ket marv e Ploare,
m'az eo aet da vervel e Konk, e Bro-Leon, bez' hon eus da vihanañ en iliz, e-tal ur piler eus tu an
Aviel, bez e c'hoar Varc'harid a vez graet outañ bez an Tad. Ur maen eo, kizellet warnañ un nebeut
tresadennoù eeun a zo steuziet pa ne verzer mat mui nemet tres ur bir. Kaset e vez di ar vugale
vihan na gerzhont ket abred a-walc'h. Ar c'hrouadur a zo douget gant ur vaouez a dle bezañ ginidik
eus ar barrez. Ober a ra gant ar c'hrouadur teir gwech tro diabarzh an iliz ha bep tro ma tremen dirak
ar bez e laka ar bugel war ar maen. Dont a ra, e-giz-se, tud eus ar C'hab pellañ da c'houlenn ar bale
d'o bugale.
An Tad Maner, eñ ivez, a zo deut war-lerc'h an Tad Mikael da reiñ misionoù en iliz Ploare
hag a voe souezhet o welout gouiziegezh an dud diwar-benn gwirionezioù ar feiz hag ar vuhez
dereat a renent. Berzh ha kalz berzh en doa bet an tad Mikael en o zouez.
Ma teufent en-dro war an douar-mañ, petra ' soñjfe hiziv an Tad Mikael hag an Tad Maner
eus parrezioniz Ploare ?
Herle BLOMARC'H.

67
Keltia

BRO-IWERZHON 1947

Kendalc'h hollgeltiek Dulenn, e miz Gouere

ENVORENNOùIGOù

O treuziñ ar mor

War-eeun eus Kêrvourzh da Gov, war vourzh an « Amerika », eus « Linennoù ar Stadoù
Unanet ». Mordreizher a lorc'h : eno emañ Doue a-du ganin, peogwir e c'hellan kaout ur gambrig eil
klas din-me, din-me hepken. Aezamantoù a bep seurt, eus an traoñ d'an nec'h, azalek ar gwele hag
ar strinkadennoù. - dour betek ar sal-debriñ hag ar pontoù. Pep tra a vez reizhet evit ma teufe
kement jestr a reer da glotañ gant un efed bennak resis-tre. Pemp pe c'hwec'h strinkadenn-dour war
va c'horf, kousket a ran an donañ 'r gwellañ, lakaat an holl rodoù-avelerezh da vont en-dro, enaouiñ
an holl gleuzeurioù ha digeriñ an holl diretennoù. Mat-tre emeur er gêr. Siwazh, ne bado nemet
daouzek eurvezh !

Emaon e penn va hent

N'eo ket ur slogan eo. Iwerzhon c'hlas a zoug mat hec'h anv. Ur wir emrodezenn o tont a-wel
en dremmwel, tiez a bep liv a strew warni. Bez' e chom an « Amerika » en donvor. Ur ramoker a
zeu d'hor c'has d'an douar. Ar simidi a zo ganto pep a gasketenn war o fenn : tog ar vro eo. Bez' e
vezont holl pe dost distumm ha chugoñnus. Darbet e voe din ahendall chom war vourzh al lestr, dre
ma oan chomet diwezhatik em c'hambrig ha va zremen-hent ne oa ket bet gwelet gant ar « pennoù
bras » ! Ur mevel-bourzh (steward) en deus kaset ac'hanon a-dreuz d'al lestr a-bezh, eus krec'h d'an
traoñ, eus an eil penn d'egile. Kemeret hon eus an holl saverezhed. An den a glaskemp n' hon eus
ket kavet ha kuitaet em eus al lestr dres d'an ampoent ma tenned kuit ar skeul. Nag un degemer ! Ar
valtouterien o deus lezet ac'hanon da dremen hep digeriñ va malizenn hag un Iwerzhonadez va
c'hasas en he c'harr-tan betek Korkec'h.
68
En avantur-Doue

Aet kuit e oa an tren, evel just, abaoe teir munutenn. Tu all ebet da veajiñ nemet dre «
Aotostop »! Brav an amzer, glan an aer, dudius ar vro. Ar c'hentañ karr-tan am c'has betek Fermog.
Tra da lavarout. Mereurioù, pradeier, saout gwenn ha du evel e Breizh, nemet ar menezioù en
dremmwel, uheloc'hik eget en hor bro ha goloet a vrumenn. Dindan an heol, koueriaded en o
gourvez war an douar noazh, e-harzh mogerioù izel o liorzhoù, morgousket. Amañ eo ar vro a vez
amzer gant an dud enni, un tammig evel gant an holl Gelted. « Amzer ' zo !» Etermog : daoust d'an
diskleriadennoù fonnus e kemeran un hent fall ha div eurvezh a gollan ha ponner va malizennad.
Dont a ran war va c'hiz hag en diwezh e kavan hent Dulenn. Ur c'harr-tan dispar, bleniet gant un
Aotrou Person, a gemerfe ac'hanon gant plijadur, hogen ne da ket gwall-bell : pemp kant metr
ac'hano. Troioù gwenn goude, taol-ha-taol. Suizh oc'h ober ar ged ec'h an betek an ti-gar. Siwazh !
Tren gorrek ebet a-raok dilun (hag ar sadorn emaomp !) - Mat, a-benn ar fin - Keltgar eo an Aotrou
Dour - e c'hellan sevel en ur c'harr-tan brav-tre : ur c'helenner eus Skol-Veur Gorkec'h eo, o kas e
vab d'ar gêr evit an ehan-skol. Gonid bras evidon a-hed en tu-hont da gant kilometrad hent : un
tamm mat a gentel war an iwerzhoneg (an hini gentañ !), ha ganti un tamm skol istor an arz,
douaroniezh, hag all... da geñver kement arvestlec'h, kement savadur-istor a welan o tremen dirak
va daoulagad bamet. Ha va lezel a reer dirak porzh-houarn Tourlaz : eno un tren herrek am c'haso
betek Dulenn e-kreiz an noz.

Ar sal-c'hortoz

Gourvezet war bank ur gozh sal-c'hortoz kentañ klas, e vanan da gousket evel an den just.
War-dro dek eur, e teu daou goueriad yaouank a c'houlenn tan diganin hag en en em ro d'ar
c'housked en ur roc'hal war ur bank all. Ha da greiznoz ez on dihunet gant ur safar-ifern. Arsailhet
ar sal-c'hortoz eil klas gant ur vandennad baotred a zeu da lojañ enni evit... an nozvezh ! Kêr
Dourlaz a zo bihan, e feiz, ha leun-chouk a dud. Warc'hoazh, krogad bras : un darvoud broadel ha...
sportel. Bez' e oa war ar blasenn ur wir vodadeg. Kustum diouzh Bro-Vreizh e kave din e oa un taol
bras a bolitikerezh. Nann ! Ur prezeger helavar o tiskleriañ d'an dud istor ha chañsoù e lazh-c'hoari,
tra ken ! Da glokaat an daolenn : gwrac'hed kozh o werzhañ Kalonoù Sakr Jezuz meulet ra vezo en
ur lavarout pedennoù, pe c'hoazh seizennoù a bep liv. Distroomp, avat, d'hor paotred yaouank : plas
ebet ken en ostaleri. Neuze 'ta e teuont da gampañ en ti-gar. A-greiz-holl, sioul an traoù hag an dud
ha setu ar c'han-pobl « war ar menez », o sevel en noz, gorrek, meurdezus, dispar. Ha me da soñjal :
emaout e gwirionez e Bro-Iwerzhon.
69
Teir gwalenn Bro-Iwerzhon

An evañ, ar c'hezeg, ar relijion - Ur fentigell eo, netra ken. Iwerzhonad mezv ebet n' am eus
gwelet, morse ( tommet dezho hepken, evel e Tourlaz : digarezioù o doa, avat). Evit pezh a sell
ouzh ar relijion e tistroin d'ar gaoz. Evit fet eus ar c'hezeg, ez eo ar wirionez rik, e feiz ! Ar
redadegoù a zo ur walenn-Doue, ur c'hleñved en deus taget ar vro a-bezh. Er c'helaouennoù
pemdeziek e kaver daouzek pajennad, ment bras dezho (priz : daou lur) div pe deir anezho diwar-
benn ar Redvaoù. Iwerzhoniz n'o devez eno na naon na sec'hed. Ne vezent ket glebiet gant ar glav,
yen e chomont dindan an heol, ne skuizhont ket a-hed an deiz, adal ar beure betek an noz. Siwazh !
Bez' e c'hoariont ha kalz a arc'hant a zispignont, doug bras enno, a-lazh-korf. Arvestet em eus ouzh
ur genstrivadeg-kezeg, en ur soudarddi bras-divent. Un e os e oa ! Pa voed gant an eil droad-
redlec'h em boa va gwalc'h dija. Ket hon Iwerzhoniz. Adal ar c'havell, koulz lavarout, e saver war
varc h, war boneoù pa n'eur ket bras awalc'h, hag evel ar re all e reer kenstrivadegoù ( kevrennoù «
pouez-kelienn », na petra 'ta!). Ar gwellañ-holl eus an afer, avat, eo ar strakadegoù-daouarn a bad
keit hag ar redadeg - ha yudadeg an engroez dirollet.

Istor ar c'hazarnioù

E-kerz ar genstrivadeg-kezeg em eus komzet diwar he fenn er pennad uheloc'h, e voe tennet
va selloù gant doare iskis ar c'hazarn en em zibune ar redadegoù ennañ. Un ofiser yaouank eus arme
Bro-Iwerzhon, Rojer Freamhain, a zisklerias din evelken ar perak hag ar penaos (istorel eo !) : un
deiz e teuas e penn ar rouanez Viki ( Viktoria Vro-Saoz ) lakaat sevel daou gazarn bras-bras evit reiñ
goudor da soudarded he Meurdezh. War hec'h urzh e voe treset planioù kaer-dreist ha kroget gant al
labour. Buan-tre e voe kaset an traoù war-raok. Un nebeut mizvezhioù goude ma voe bet lakaet ar
maen kentañ, e krogas an dud da zisloagal an eil re ouzh ar re all. Evit gwir e oa bet kaset raktresoù
kazarnioù Dulenn d'an Nevez-Delhi ha re an Nevez-Delhi da Zulenn ! Hag abalamour da se, en deiz
a hiziv, e van ar gweladenner nec'het... bamet pe get ouzh tourioù-pediñ, koupolennoù ha bolzoù-
gwareg giz Gro-Indez kollet e-touez doareoù klasel arz Dulenn ha glasvezh gleb Bro-Iwerzhon.
Bez' e c'hortezer un ambrougadeg-vahradjahed : soudarded yaouank eo, avat, o vont a-steud
dirazoc'h, difazi, gwisket e lien fetis gwenn, embreget gant ofiserien a darzh o urzhioù e gouezeleg
sec'h ha skiltrus.
70
Relijion

Uheloc'h em eus lavaret e oa ar relijion ur wir « walenn » e Bro-Iwerzhon, an drede hini.


Dre fent hepken. Pezh a ziskouez, avat, pegen intret e vez ar vro gant doujañs an Aotrou : emañ ar
beleg e-kreizig-kreiz kement tra 'zo : kellig vev ar vroad eo ar barrez, treuzlec'hiadur kristen eeun-
hag-eeun eus kosgoriad pagan ar Gelted a wechall, a veze an Drouiz enni mestr war an eneoù, ne
lavaran ket war ar c'horfoù. Aet on d'an oferenn, meur a wech, ken e kêr, ken war ar maez. D'ar sul e
krog an ofisoù da c'hwec'h eur hag e padont hep ehan betek kreisteiz, hag en tu-hont c'hoazh. Hep
ehan ivez ez a an dud da gomuniañ, an holl renkadoù-tud mesk-ha-mesk, hep tamm kemm ebet
etrezo. Kuit a zoujañs ar bed ! Ar gristenien a ya d'an daoulin el lec'h m' emaint. Ober a reont hent
ar Groaz an aliesañ-holl, leun e vez atav ar c'hadorioù-kofes. Gwelet em eus ur c'hi o tont en iliz e-
kerz an oferenn, en ur gêriadenn war vord ar mor. Ar vugale ne drojont ket o fennoù, den ne fiñvas :
hag ar c'hi a gomprenas n' edo ket er gêr. - Kement a c'halvedigezhioù a vez ma ne ouzer ket mui
pelec'h lakaat al leanezed, ar venec'h hag ar veleien da lojañ. O c'has a reer da brezeg an Aviel dre ar
bed-holl, evel er Grenn-Amzer.

Spern-gwenn

Souezhet-bras e voen meur a wech (d'ar muiañ, me ' gav din) o sellout gant estlamm ouzh ar
spern-gwenn iwerzhonat, ken war ar maez, ken e-kreiz liorzhoù Kêr. Dispar int, ken bras ha gwez
kaer ar c'hoadoù hag en o skeud geot uhel ha fonnus, krenn-disheñvel diouzh al leton pe diouzh
geot ar pradeier tro-war-dro, touzet rez-ha-rez. Iskis eo ! - Goulenn a ris digant va mignon Stan O
Briain, ur muziker brudet eus Dulenn, ar perak hag ar penaos. Setu e respont, ken eeun ha tra :«
amañ ne vez morse troc'het na divarret ar spern-gwenn ha ne vez ket falc'het ar geot dindano rak
eno e chom boudiged Iwerzhon ». Dudusiat bro, a vez kemmesket enni ar burzhud hag ar gwir en
un doare ken eeun-all.
71
Viki

Lesanv Viktoria Veur eo, hini Vro-Saoz. Pezh am souezh eo gwelout he delwenn e park ar
Mirdi Broadel. Penaos an diaoul e vez gouzañvet gant Iwerzhoniz an dilerc'h-se eus an amzer ma
rae ar Saozon o renkoù er-vro ? - Pa dostaer ouzh an delwenn, bras-divent, war he sichenn e maen-
greun d'an nebeutañ ken uhel ar pezh anezhi hag an delwenn, ec'h intenter diouzhtu ar perak hag ar
penaos : skubadenn ebet, taol barr-plu ebet morse. An amzer he deus ar garg da zisleberiñ ar
rouanez, tamm-ha-tamm, gwir eo ; met evit mat, na petra 'ta ! Ha ne gomzan ket eus al laboused...
Kement tra a vez kasaet pe disprizet gant an Iwerzhonad a vez lezet gantañ da gouezhañ. Ha setu-
holl !

Nelson

Un abeg all da souezhiñ eo ar golonenn uhel-divent-se, savet war he c'hern delwenn ar


pennamiral saoz Nelson. Diouzhtu e ranker goulenn digant Iwerzhoniz :« Penaos e c'hellit-hu
mirout an arouez-hont eus beli daonet ar Saozon ? - O! Eeun-tre eo !»- a vez respontet deoc'h. -«
Pelec'h e vije-eñ gwelloc'h e surentez eget war-laez ? E zerc'hel a reomp prizoniad war e golonenn
ha morse ne ziskenno diwarni ».

Glas-gwer

En o c'hasoni ouzh ar Saozon eo aet Iwerzhoniz pellik awalc'h. Pep tra a zo bet livet hag
adlivet e glas-gwer : kirri-boutin, logoùigoù-pellgomz, nijerezhed Aer-Lingus, boestoù-lizhiri.
Kement-se holl a oa gwisket gwechall e ruz, ha tev-mat ar gwiskad liv. Netra avat ne c'hellas
tec'hout rak ar glas-gwer, na zoken an ardivinkoù lazh-tan ! ! !

Evit echuiñ

Un nebeut klaskerien-vara a zo e kêr, paotred dedennus-kenañ ha leun a enor. Tud a vicher :


darn anezho a c'hellfe labourat. Un abeg pe zaou o deus avat hag a harz outo d'hen ober na petra 'ta !
Ur strollad pevar « fir bhocht »( distagit « fir voc'ht ») a zo bet gwelet o c'hoari kartoù eus nav eur
da drizek eur hag eus pevarzek eur betek an noz, war derezioù un ti kaer, er bravañ karter eus
Dulenn. Harpet o c'hein ouzh ar gae lizidour, edont o zri en o sav. Ar pevare a stoue dalc'hmat o
tastum ar c'hartoù, tra ken, evit o reiñ d'ar c'hoarierien en-dro, en ur evezhiañ an taolioù, damantus
d'o dlead. Kiadenn ebet, ger didalvezh ebet. Labour kaer e oa.
Traoùigoù am bije c'hoazh da gontañ, kant-ha-mil. Re hir e vije avat hag euzh eo ganin
skrivañ ar pezh am eus gwelet. Evit gwir e teu va fennadoù da vont berroc'h-berrañ ha gwelloc'h eo
din kontañ kement-se a-vouezh-uhel.
Taereg Aoniz ( Bro-C'hall ), sul 21-3-48.
R. PRADIG,
74

NOTENNOù

BRO-FRIZIA. - Truezus a-walc'h emañ hiziv doare ar broioù bihan n'o deus ket tizhet kaout o
frankiz. Truezusoc'h c'hoazh eo tonkadur ar pobloù a zo rannet etre meur a stad. Rak evel ma
rankont stourm a-enep daou enebour, ne c'hallont ket kreizennañ o holl nerzhioù en emgann evit ar
frankiz. Setu, mui-pe-vui, istor Bro-Euzkadi ha Bro-Gatalonia, a zo al lodenn vrasañ anezho dindan
Bro-Spagn hag ul lodenn vihanoc'h dindan Bro-C'hall. Setu ivez doare unan eus pobloiz bihanañ
Europa hiziv, Friziz.
Daoust n'o doe morse gouarnamant ebet dezho o-unan, ez eo bet bras-tre levezon tud Frizia
war istor Europa ar C'hornog. Dispont ha leun a intrudu evel ma oant, e ouezjont astenn o dalc'h
war ar vro etre ar Zuider Zee hag ar Schleswig, hag e genou ar stêrioù bras (Ems, Weser, Elb) e
tiazezjont dreist-holl. Komz a reont ur rannyezh henc'hermanek, ar yezh an tostañ a c'hellfed kavout
da brezeg alouberien gentañ Breizh-Veur, a oa o tont a-hend-all eus ar vro annezet gant Friziz hag a
chomas e darempred ganto a-hed kantvedoù. Karl-Veur o zrec'has hag o zroas war-du ar
Gristeniezh, met a rankas lezel ganto o gwirioù hag o lezennoù broadel.
Da heul darvoudoù politikel luziet-tre, e voe rannet Frizia e teir lodenn, a gouezhas pep hini
d' he zro dindan galloud ur vro estren, Holland, Alamagn pe Danmark. Stourmet o deus tud an teir
lodenn-se da virout o emskiant vroadel, dreist-holl en darn gornokañ, da lavarout eo an hini a zo
bremañ renet gant an Holland.
Pa zeuas Frizia ar C'hornog dindan gouarnarnant Bro-Holland, e vire c'hoazh holl wirioù ur
bobl dieub. Betek 1795 e chomas ar vro ez-digabestr koulz lavarout, bev-mat he yezh ha kreñv he
renerezh. E 1795, avat, ec'h unanas tiegezhioù roueel Holland ha Frizia ken e kollas ar vro he
frankiz.
Daoust dezhi bezañ chomet bev, koll tachenn n'he deus ken graet yezh Friziz abaoe ar
pevarzekvet kantved. Trec'het eo bet en hanternoz gant an daneg hag ar germaneg, hag e kornog ar
vro e kinnig an hollandeg kemer he lec'h. Chom a ra evelkent un niver mat frizegerien : 500.000 en
Holland, 2.000 en Alamagn (Sagel erland, en Oldenburg) hag 20.000 el lodenn ar muiañ en norzh.
Pal pennañ brogarourien Frizia a zo bet atav derc'hel ar frizeg bev. Nebeut a verzh o deus
graet en Alamagn, e-lec'h na gavont ket skoazell zoken hiziv digant renerien an armeoù hag ar
burevioù saoz. En Holland, avat, o deus gounezet an aotre kenteliañ o yezh en o skolioù, daoust mar
deo rekis d'an holl deskiñ hollandeg atav. Ur wech ar sizhun e vez skignet un abadenn div eurvezh e
frizeg gant skinva Hoogerzand. Ur gelaouenn hepken a embanner e yezh ar vro.
E 1944 e kasas Friziz Amerika ul lizher d'ar rouanez Gwlhelmina evit ma ve lezet gant ar
vro he frankiz sevenadurel ha politikel ! met ne gavas ket ar goulenn an disterañ respont.
diwar Y Ddraig Goch,
hervez kembraeg Iwan Jones.
75
SKOAZELL HOR C'HENEILED A VRO-FRIZIA. - Niverenn Mezheven ar gelc'hgelaouenn
friziat « De Tsjerne » (ar Ribod) a zo gouestlet da Vreizh. Enni e kaver, troet e frizeg skridoù gant
G. Le Huedez, Maodez Glanndour, Roparz Hemon, Youenn Drezen, Jakez Riou ( Doue d'e
bardono !), Jozeb Martray ha notennoù diwar-benn levr Roparz Hemon « La Langue Bretonne et
ses Combats » ha hini J. Martray « Le Problème Breton et la Réforme de la France ». Meur a wech
endeo o doa embannet hor c'heneiled a Vro-Frizia studiadennoù diwar-benn hor Bro, dreist-holl er
gelaouenn « Heerenveense Koerier », o tiskouez evelse an dudi o deus ouzh hor c'hudennoù. Ra
vezint trugarekaet amañ evit ar skoazell dispar a roont deomp. Spi hon eus da c'hallout moullañ ivez
pennadoù diwar-benn Bro-Frizia ha da welout an darempredoù etre hon div Vro dont da vezañ
stankoc'h-stankañ. Avel a-du gant Emsav ar Pobloù bihan !

INTRUDU AR BROIOU BIHAN. - 80 vloaz a zo e oa goloet 3.500 miltiriad karrez eus Bro-
Danmark (ar bempvedenn eus ar vro) gant geunioù... Da heul labour ur gevredigezh prevez savet e
1866 ez eo bet troet 1.600 miltiriad e douar-gounit eus ar gwellañ seurt... ha bep bloaz e kendalc'her
da dennañ, gant binvioù oberiet e Danmark, en tu all da 5.000.000 tonennad taouarc'h. - Erich
Scrake, The Scotsman.

RIJSEL. - Bep gwener da noz ez eus e skinva Rijsel (Lille) abadennoù relijiel e poloneg evit
Poloniz katolik a labour er mengleuzioù.

KENDALC'H ETREVROADEL AN HAAG (LA HAYE) : 7-10 a viz Mae 1948. - Er C'hendalc'h
etrevroadel evit kevredañ ar broiou kornaouek (Europa unvan) eo bet an Aotrou Goulven Mazeas
eus Gwengamp, Breizhad ha kevredadelour a-holl-viskoazh. Plijet eo bet gant e droiad en
Izelvroioù.

KUZUL BROADEL ALBA. - E miz Meurzh eo bet dalc'het ar Scottish National Assembly a gaver
enni kannaded eus an holl strolladoù skosat. Ar sekretour John Mac Cormick, hag a voe un amzer
'zo bet sekretour ar Strollad Broadel, en deus graet kinnigoù evit gounit an emrenerezh. Respontet o
deus an Ao. Austin Walker, en anv ar Strollad Broadel, hag ar barzh C.-M. Grieve en anv ar Scottish
Resistance Committee, e oa re vihan ar goulennoù ha na zegasfent ket gwir frankiz d'ar vro. Ar
Strollad Broadel hepken, emezo, a ouezo dieubiñ Bro-Skos.

WAR-DU AN TREC'H. -- Mouezhiadeg a zo bet en Aber Dar Kembre) evit envel ur c'huzulier
nevez : paotr al Labour Party en deus bet 1.661 mouezh paotr ar Strollad Broadel 1.522.

LEVRIOU KEMBRAEK. - 17.326 levr kembraek a zo bet gwerzhet er mizioù-mañ goañv ha


nevez-hañv gant paotred ha merc'hed yaouank strollad Urdd Gobaith Cymru.

« LENN KELTIEK ». - Unan eus hol lennerien a skriv. –


Trugarekadennoù a dlean deoc'h evit bezañ roet din da anaout ar gelc'hgelaouenn « Al Liamm - Tir
na n-og » emaon o paouez koumanantiñ dezhi. Dianav e oa din. Kavout a ra din e ra renerion ar
gelaouenn, hag i o klemm war niver dister o lennerion, fall a-walc'h o bruderezh, pa ne zeu ket
betek ar re, eveldon, a c'hellfent lakaat war roll o c'houmananterion hogos hep ma vefe goulennet o
ali diganto. Rak e oan koumanantet d'an holl gelaouennoù brezhonek a-wechall, da nebeutañ d'ar re
n'en em roent ket d'ar politikerez am eus euzh outañ.
74
D'am meno, « A1 Liamm - Tir na n-og », hag eñ koll gant Gwalarn e-keñver meur a dra, a zo
trec'h dezhañ e-keñver an troidigezhioù diwar ar c'hembraeg hag an iwerzhoneg-bremañ, a gav en e
bajennoù al lec'h dleet-mat dezho. Atav ez on bet souezhet gant digasted ar c'helaouennoù
brezhonek gwechall e-keñver ar skridoù-bremañ tramor. Treiñ a raent pennadoù eus al lennegezhioù
gallek, spagnolek, henc'hresianek zoken, pezh a oa mat. Treiñ a raen pennadoù niverus eus al
lennegezhioù kozh keltiek, pezh a oa gwell. Hogen pet oberenn-bremañ eus Iwerzhon, Kembre ha
Bro-Skos o deus troet ? Ken nebeut ma vefe mantrus o renabiñ.
Ha koulskoude, petra a dlefe dreist-holl dedennañ ur breizhad ma n'eo ket stumm-spered ar
re eus e ouenn o deus rannet darvoudoù an istor dioutañ ? Dre hanterouriezh ar galleg, en em gav ar
breizhad a-stok gant lennegezhioù holl yezhoù ar bed... an holl nemet ar yezhoù keltiek, ha n'int ket
aet c'hoazh e-barzh an droad hollvedel.
Ar pezh a vefe a bouez, d'am meno, e vefe lakaat da vezañ perc'hennus gant kement empenn
breizhat an holl draoù dudius krouet gant an empennoù keltiek all, hag, en-enep, lakaat da vezañ
perc'hennus gant kement empenn breizhat an holl draoù dudius krouet gant an empennoù breizhat.
Plijadur am eus bet o verzout e hañval « Al Liamm - Tnno » bezañ ali ganen. Ne gredan ket avat e
vefe a-walc'h. Met e vefe embann ur gelc'hgelaouenn etre-keltiek pennadoù dibabet e
kelc'hgelaouennoù ar peder bro.
Mat e vefe ivez treiñ e pep unan eus ar yezhoù keltiek ar romantoù pennañ embannet er re
all. Ouzhpenn talvoudegezh sevenadurel an dra, abeg a zo ivez da zerc'hel stad eus e dalvoudegezh
kenwerzhel. Roparz Hemon a laka da wir : « Ma vez rouez ar romantourion e Breizh, ez eo dre na
vag ket al lennegezh vrezhonek e zen . Diarvar ne vez ket gwerzhidigezh ur romant ha, zoken pa ra
berzh distank e vez e werzh » (Ar brezhoneg hag e stourm). Evel m'en deus lavaret Claudel, a
gredan ; « Evit bezañ skrivagner, n' eur ket diouzh ret ur genaoueg ». Ul louzoù a zo d'ar stad-se :
ledanaat betek harzoù ar « Celtic fringe » (ar vevenn geltiek. Kalz e karan an doare-lavar saoz-se)
tachenn ar skrivagnerion vrezhonek. Hag e talv al louzoù-mañ evit ar skrivagnerion iwerzhonek ha
kembraek, n'eo ket skedus-tre o stad, hep mar, eviti da vezañ gwelloc'h eget hon hini.
« Buy british » a lavar ar Saozon. « Lennit keltiek » a fellfe dimp lavarout.
Marteze zoken e terefe gwelout brasoc'h ha rakwelout troidigezh oberennoù gwellañ ar
yezhoù keltiek, ma n'eo ket en holl yezhoù pennañ eus ar bed, da vihanañ e saozneg da skouer, e-giz
ar « Reader's digest » ? Boazañ a rafe ar pobloù a zo endro dimp da sellout evel ur gwirvoud
dizaelaüs bezañ ur sevenadur keltiek. Netra na vir ouzh ar yezhoù keltiek da vont d'o zro e-barzh an
droad hollvedel. Ar yezhoù skandinavek o deus hen graet ha n'o doa ket muioc'h a abegoù eget hon
hini d'ober o zreuz.
En em zigareziñ a ran evit bezañ skrivet deoc'h ul lizher ken hir ha bezañ roet va ali diwar-
benn kudennoù n'em eus perzh ebet evit pleustriñ warno. Hogen redek-deredek a rae ar menozioù-
se em penn abaoe pell. O tisplegañ anezho deoc'h, em eus aon avat bezañ diskouezet ur re vras
emfiziañs, n'eo ket gwiriaet gant an anaoudegezh dister am eus eus ar brezhoneg.
J. A.

75
AR BREZHONEG ER SKINGOMZ
Ul lenner a skrlv deomp :
Ho pezit ar vadelezh d'enklozañ war gentañ niverenn da zont ho tastumadenn an nebeut
linennoù-mañ da heul da ziskleriañ ur menoz kenlodennet gant kement gwir vrezhon emskiantek a
zo. An deiz all o soñjal pebezh trugar eo da Gembreiz kaout kement a skinadennoù en o yezh
(bemdeiz war hed un hanter-eur d'an nebeutañ e c'hellont selaou abadennoù kembraek) e chomis
anwasket ha digalonekaet dirak distervezh hor radio brezhonek. N'on ket hep gouzout, emichañs,
n'eus mann d'ober gant Mererezh gall ar C'helaouerezh ; ha n'houlfen ket tamall gant al lizher-mañ
strivadennoù meulus paotred Radio Kimerc'h, ken saourus an abadennoù a roont da glevout d'ar
vrezhonegerien bep sadorn da noz. Nann, pell diouzhin seurt menoz vil. Evelkent e kav din n'eo ket
skoret a-walc'h ar menoz broadel rik ha n'hall ket bezañ gant ur skinva war zouar Breizh dindan
evezh chivous ar C'hallaoued.. Ret e ve dimp koulskoude gallout klevout mouezh hor blenierien pa
'z int-i evit ober kement a vad dimp dre ar skinerezh. Emaint bremañ tramor en mesk breudeur all
dimp eus Keltia Veur. Dieub int eno, krog ebet ken warne gant ur Mererezh enebour. Dre-se pa 'z eo
pal « Al liamm »« liammañ » ha, ren hon darempredoù gant ar broioù keltiek all, perak ne rafe ket
ho kelaouenn, ar buanañ ar gwellañ pep tra ret evit m'en defe hor c'henvroiz divroet an aotre digant
stad Eire da gomz ouzh o breudeur vrogar, na ve ken ur pennad, bep sizhun ?... Tremen poent eo
soñjal en dra-se. Rak n'hall ket ar Vretoned hag o deus anavet e-pad ar bloavezhioù tremenet tarzh
un emsav breizhek ken gwirion ha ken nerzhus (ha se kalz dre ar radio) gouzañv pelloc'h tavegezh
rediet skingomzerien vrezhonek bet ha chomet da vezañ mistri bras hor sevenadur broadel. Hep
bugelion, tropell ebet. Ra glevo neuze 'ta pep brezhoneger emskiantek mouezh e vugulion wellañ,
ermaeziet evit ar pep mad, mouezh tud veur hag a c'hello c'hoazh « frammañ » evel diagent ha ren
ganeoc'h ar stourm evit Breizh.
Degemerit, Aotrou rener, va gwellañ gourc'hemennoù breizhek.
P. E.

DE LA TOPONYMIE BRETONNE (1)


gant William SMITH
Gant plijadur e-leizh ha bourrusted hon eus lennet levr an Aotrou Smith diwar-benn an
anvoù-lec'hioù breizhat. E 1940 e oa bet moulet al levr-se diwar goust « Linguistic Society of
America Baltimore ». Diouzh an dornskrid savet kant vloaz ' zo gant Aogust Brizeug eo en deus
aozet an oberour e labour; evel just, graet en deus e vad eus kement tra pe dost embannet abaoe
amzer Brizeug a-zivout al lec'hanvadurezh vreizhat ha n'eo ket hep keuz nag avi e lenner roll al
levrioù a bep seurt, hag ar c'helc'hgelaouennoù a bep yezh o deus sikouret an Aotrou Smith da
glokaat ha da vodernaat oberenn ar barzh breizhat, rak pet evit gwir e-touez ar vrezhonegerien a
c'hall fougeal kaout en o levraoueg an drederenn, ar c'hard pe zoken an dekvedenn eus al levrioù
meneget. Diaes-spontus eo lakaat an dorn war « Grammatica Celtica » Zeuss, war levrioù Loth;
Largillière, h. a. h. a. ha c'hoazh p'o c'haver e vez re blat yalc'h an den da c'hallout o frenañ.

(1) Supplement to « Language », De la Toponymie Bretonne, Dictionnaire Etymologique par


William B. S. Smith, publié sous la direction de Louis A.Gray, d'après le manuscrit inédit d'Auguste
Brizeux. (Baltimore -Maryland).

76
An Aotrou Smith a zo dleet meuleudi dezhañ da gentañ penn evit bezañ lakaet furm
vrezhonek an anvoù studiet gantañ el lec'h a enor. Tabut a zo bet da c'houzout pehini e oa ar furm da
zegemer er yezh unvan : pe furm ar yezh vev, pe furm fosilaet ar c'hallegerien pe ur furm etre...
Evidon, me a zo a-du gant ar furm implijet gant brezhonegerien ar c'hornad rak honnezh eo ar furm
vev, petra bennak ma c'hell bezañ gwall bell diouzh an hini c'hallek ha diouzh an hini a wechall..
Met distroomp war al levr a vurutellomp... Reizh-tre eo peurvuiañ ar furm roet gant an Aotrou
Smith. Koulskoude e verker ar fazioù-mañ hervez ar furmoù implijet gant ar bobl.

Korle-Uhel e-lec'h ar Gozh-Korle. Korle-Uhel n'eo nemet troidigezh ar ger gallek Haut-Corlay.
Kervroc'h e-lec'h Kervorc'h.
Seizbnez e-lec'h Jentilez, enezennoù Perroz.
Tregwidel e-lec'h TREGIDEL ; ar furm Tregwidel a zo dizanav a-grenn, darn a lavar
TREUGEUDEL gant an taol-mouezh war ar silabenn gentañ, met peurvuiañ e tistager ez reizh
TREGIDEL...
Rak se e tleer diforc'hañ digemmañ GIDEL eus GWIDEL.
Brederion e-lec'h Prederion cf. Breton Usuel, L. Herrieu.
Blañvoec'h e-lec'h BLAWEZ (H) •.
Leo-TRAEZ e-lec'h Leo-draez.
Hervez an titl roet d'al levr « Dictionnaire Etymologique » geriadur gerdarzhel) e tlee ar
skrivagner reiñ deomp orin ha ster pep anv meneget gantañ. D'hor meno n'eo ket aet pell awalc'h
war an hent-se ; kemerout a ra e lennerien evit tud desketoc'h eget ne dint, siwazh ! Evel m'emaoun
o paouez hel lavarout ez eus ur bern levrioù-studi hag a ra diouer e kalz a levraouegoù. Gant se ez
eo arabat kaout aon da lavarout ha da adlavarout diskleriadurioù ar ouizieien diwarbenn orin ha ster
an anvoù-tud pe lec'hioù. Atav e skriver re a sotonioù war se. N'eus ket pell (9-5-48) e kaved dindan
blueun unan eus kenlabourerien « Renouveau » ur studiadenn diwarbenn Sant-Brieg hag evit reiñ
muioc'h a bouez hag a nerzh d'e gomzoù e tisklerie ar skrivagner -Gildas e anv-pluenn- anv St-
Brieg evel-hen : gant Bri = karreg, hag og - e-keñver, e savas pobl ar re nevez avielet an anv a «
Brieg » = an den a vev e-keñver ur garreg... Anvet e voe ivez « Briomacle », (sic !) da lavarout eo :
an den mat en em guzh en ul lec'h a zo e-keñver ur garreg. (!!! ??)
Hervez kont e oa tennet eus levr an Aotrou chaloni Dério embannet kent vloaz ' zo e ti
Brudom, St-Brieg. Dre druez ouzh va lennerien ne roin ket troidigezh « Eldruda » na « Cerpus »,
anvoù tad ha mamm ar sant. Poent eo evelkent mirout ouzh seurt sotonioù d'en em gavout adarre !...
Ul levr kaer evel hini an Ao. Smith ur wech klokaet un disteraig a vefe prizius-meurbet evit se.
Un testeni ouzhpenn eo al levr-se eus an doare mezhus m'eo bet mastaret ha disleberet darn
eus anvoù hor bro dindan levezon ar galleg hag an doare-skrivañ gall. Evel Konmarc'h aet da «
Gomar » gant ar C'hallacued : Tregomar; Guyomar (d) ha Kergomar eo ar furmioù nemeto anavezet
gant ar stad c'hall. Gwioñvarc'h eo anv an dud keizh-se hag a sin Guyomard pe Guyomar. Tapet int
nec'het gant o daou anv... E ker Lanuon n'anavez ar c'hallegerien nemet Kergomar evel anv kastell
an Aotrou Kergariou, tra ma lavar ar vrezhonegerien a-ziwar-dro : Kergoualc'h. Evel ma ouzer ur
wech ma vez skrivet gant ul « lour-torchenn » bennak implijet dindan ar gouarnamant, pe un ti-kêr
bennak un anv bennak tud pe gêriadenn e ranker kaout aotre Presidant ar Republik evit o c'hemmañ
da c'houde...
77
Marteze dre sellout pizh-ha-pizh e ve tu da abegiñ darn eus troidigezhioù an Ao. Smith : evel
Berrig = mammenn vihan, tennet
eus ar ger « berañ »... Disheñvel-tre ez eo liv an « er » en daou c'her-se ha ivez re bell o tisrannañ «
Bohal » e « Bod-gall ». Ne seblant ket kennebeut ober an diforc'h etre « Ploueg-ar-mor » ha «
Ploueg an Arvor »; se a zeu d'an hevelep tra met un diforc'h a zo etre an daou stumm. Tammoùigoù
traoù all a c'hellfed da lavarout diwar o fenn marteze, met ne dalvezont ket ar boan. Kent klozañ ar
vurutelladenn-mañ e vennan reiñ un nebeudig testenioù a c'hello heñchañ ar glaskerien.
Kast ha Langast a zo disheñvel an eil diouzh egile moarvat : Langast a zo an anv gwirion :
Langall evel ma vez kavet war ar paperoù kozh. Atav ec'h enorer St Gall evel patron Langast ;
anavezet awalc'h eo ar sant iwerzhoniat er c'hornad-bro-se : e Kerrien, ur gêriadenn eus La
Prenessaye emañ bepred « feunteun St Gall » en tu hanternoz d'ar chapel savet en enor d'ar
Werc'hez en em ziskouezas e 1652 d'ur plac'hig 12 vloaz bouzar ha mut.
St Brendan e-tal Kintin ne deo hep mar nemet un anv distreset diwar St Bedan. Distaget e
vez atav « Sem (b) dañ » gant gallegerien Gintin ha « Samdan » gant brezhonegerien St Konan. Ha,
p' emaomp gant se ez eo koulz merkañ ez eo « Plenten » ar furm implijet gant brezhonegerien
Senon da envel « Plaintel », parrez-vamm St-Bedan.
Evit parrez « Maure » e vefe mat menegiñ hec'h anv kozh « Anast »; cf. Sav (Nnn 29, p.
91, diskar-amzer 1943). Talvoudus-tre ez eo an testenioù dastumet gant Teofil Jeusset hag implijet
gantañ da adsevel diwar varteze furmioù breizhat ar parrezioù eus Breizh-Uhel (cf Sav 27, 28, 29,
30, 31).
Diwarbenn an anv « Boqueho » pe « Boko » gant ar c'hallegerien ha Boska (neket Bosko
evel ma skriv an Ao. Smith), setu ar pezh a c'heller lavarout :
Botgadou e oa ar furm anezhañ e 1198 ; cf. Sav 27.
Bothcazou e 1461.
Teofil Jeusset a ginnige ar furm « Bodgazou » da vezañ implijet e yezh Breizh-Izel hep anaout ar
furm er yezh komzet « Boska ». Met an anv « Botcazou » a zo un anv-tiegezh ivez a zistager
Bokazo gant darn ha Botkazo gant darn all en askont d'an doare skrivañ... Kemeret pep hini eta ar
stumm a blijo dezhañ !!!
« Lanloup » n'emañ ket er rannvro sellet evel galleger daoust d'ar pezh a lavar an Ao. Smith
paj. 74. Gwir eo emañ e Bro-Welo hag evel ma ouzer emañ ar brezhoneg o vervel eno... Gwir
stumm ar ger-se e brezhoneg a zo « Saloup » distaget « Zaloup ». Klevet e vez reizh-mat ar « p» e
fin ar ger. Iskis-awalc'h eo ar stumm-se : evit Sant-Loup ez eo hep arvar. D'am soñj n'eus ezhomm
da glask pemp troad d'ar maout ha gant gwir abeg ec'h enorer St Loup evel patron ar barrez...
Lanlou a vefe anv ur c'hastell eus ar barrez.
Panevet em eus aon da skuizhañ al lennerien e rafen un tamm studi war « Motrev » pe «
Moter » e-giz ma leverer e Mael-Karaez, rak n'eur ket a-unvan evit gwelout ar ger « moc'h
»(loened) ennañ: ; daoust ma c'hell bezañ. Evit « Bertawene-Lanuon », savet eo bet an iliz marteze
gant Urzh Montjoie.
Arabat krediñ n'eus mui netra d'ober war dachenn al lec'hanvadurezh vreizhat warlerc'h labourioù
dispar Loth, Largilliere ha zoken an Ao. Smith. Labourioù gouiziek ez int, graet gant tud a spered
hag o deus gouezet difraostañ an dachenn : warlerc'h an eost bras e chom pennoù-ed da deskaoua er
parkeier. Labouret pep hini eus e du da ziluziañ ar c'hudennoù bet rouestlet gant diouiziegezh an
dud ha reuz an amzerioù. Marteze ez eus kudennoù ha na vint biken diluziet da vat nemet gant
skoazell ha skouer levrioù evel hini an Ao. Smith e vo tu da ober kavadennoù dudius.
KLERG LLYDAW.
78

ANVIOù GWEZ. --
Plijet en deus kalz pennad hor c'henlabourer Neven Aberispou war niverenn 4 TNNO. Hor mignon
Yeun ar Go en deus graet deomp teurel evezh war an anvioù-mañ :
BUZIDENN, a gaver peurliesañ el lec'hioù annezet gwechall gant ar Romaned, o deus degaset
dezho ar beuz, buxus, FAVENNEG, FAVELLEG. A-hend-all en deus an Ao. F. Vallée meneget
deomp an anvioù amañ da heul ! BEZVOED, eus bezv, KÊRELO, KÊRNONENN, KOADLEVEN
(Clyfn - gwez-tilh e kembraeg), DRAENEG, PONTELO, FAOUED, KÊR-AN-SKILLIEG eus skav
(?), TANVEZ, KÊR DANNOUET. --- Piv a savo klokoc'h studiadenn war an danvez-se

AR SIMBOL ATAV. - Gwashoc'h eget biskoazh e stourmer a-enep d'ar brezhoneg er skolioù
kentañ. Klevet hon eus a berzh mat en doa skolaer Sant Wenole Penmarc'h difennet ouzh ar vugale
da gomz yezh o bro, hag e oa aet ar mammoù da glemm, (traoù degouezhet e diwezh an nevez-
hañv). -- Pediñ a reomp ur wech c'hoazh hol lennerien da reiñ da c'houzout deomp doare an holl
skolioù, kristen pe get, a heskiner enno ar brezhoneg. Hon dlead eo difenn hor yezh, ha difennet e
vo.

E KELC'H ROAZHON. - Bep sadorn da noz en em vod brezhonegerien Roazhon e ti ar C'helc'h


Keltiek da zivizout ha da ganañ. Ur brezegenn e brezhoneg a vez graet bep taol.
PEZH-C'HOARI BREZHONEK. -- Disul 23 a viz Mae, da geñver Gouel Sant Erwan eo bet
c'hoariet ur pezh-c'hoari e brezhoneg e Roazhon. Leun-chouk e oa ar sal.

KROAZ BREIZ. --- Embannet e « Ti-moulerez Kreiz-Breiz » Roazhon (Ar Gwazhioù) setu «
Kroaz Breiz » moulet e brezhoneg evit ar bobl. Kemer a ra lec'h « Feiz ha Breiz » hag « Ar Vuhez
Kristen » war un dro. Kornanantoù : (ordinal, 200 lur ; a sikour, 300 ; a enor, 500) da gas d'an Ao. 'n
Abad L. Bleunven, recteur à Plomelin, Quimper. C.C.P. 21.802 Rennes.

KAD. - En niverenn diwezhañ e kaver ur pennad hir e galleg gant Idris Gawr diwar-benn Livioù-rin
ar planedennoù hag o arouezelezh kelt, ur varzhoneg gant Kadra hag un all heverk-kenañ gant G.-B.
Kerverzioù. Moulet-distag : un deiziadur ar Gredenn Geltiek. Priz an niverenn : 25 lur. Jean Piette,
92, rue de Riaval, Rennes. C.C.P. 754-13 Rennes.

GOUEL KÊR VREIZH. - Un 200 bennak a dud a oa bet bodet da geñver gouel 10 vet deiz-ha-bloaz
kevredigezh Kêr-Vreizh, d'ar 26 a viz Mezheven. Anavezet mat eo Kêr-Vreizh e Pariz hag e lec'h all
gant an holl vrezhonegerien. Prezegennoù stank e breznoneg hag e galleg, skolioù brezhonek, istor
Breizh, douaroniezh a zo graet ganti abaoe m' eo bet krouet.
79
Brav eo bet ar gouel. - Re a ganaouennoù marteze... Hogen ret eo anzav evelato e oant dibabet-mat,
hag eilet dispar an Ao. Arnoux o vezañ ouzh ar piano. Plijet omp bet dreist-holl gant kanaouenn G
Kras a zeuas brav-tre gant Edez Nikol ha tonioù Bro-Wened a ganas flour Yann Plunier. Youenn ar
Marc'hadour a gav deomp, a zo muioc'h a ampartiz hag a vicher gantañ eget a vouezh. - Ur
gomedienn, « Diaouled Languduc'h », savet gant Roland Surzhur a roas da izili strollad Amzer-da-
Zont tu da ziskouez o ampartiz : hor gourc'hemennoù dreist-holl d'an dimezell Lejeune a zo gwir
danvez c'hoarierez enni. E-keñver an istor dibabet gant an oberour, arabat e vije evelato sevel re a
bezhioù-c'hoari evel hennezh, o tiskouez ar Vretoned evel tud lous ha warlerc'hiet. Mat war al
leurenn dirak brezhonegerien emskiantek, da c'hoarzhin un tammig, etrezomp. Hogen evit ar pezh
sell ouzh ar bruderezh, un dra all eo... Spi hon eus e kendalc'ho hor c'heneil Roland Surzhur, hag eñ
yaouank-flamm, gant e labour hag e c'hello reiñ deomp a-benn nebeut pezhioù frammet gwelloc'h,
enno danvez disheñvel. - Fromet e voe ar sal gant barzhonegoù Rojer Berrou, e galleg siwazh, ha
strollad Nevezadur, a zalc'has d'e vrud en ur ziskouez brav-tre un nebeut korolloù Breizh Izel. -
Klozet ' voe an abadenn gant ar Bro Gozh, kanet gant an holl.
Hor gourc'hemennoù d'an Ao. Ao. Laorañs ha Daniou, Rener ha Sekretour Kêr-Vreizh o doa
graet kalz evit berzh-mat ar gouel. Spi hon eus e kendalc'ho pell amzer c'hoazh Kêr-Vreizh gant he
labour talvoudus evit ar vro.

GOUEL llvet DEIZ-HA-KANTVED KURUNIDIGEZH NEVENOE 848-1948). - Lidet eo bet e


Dol, d'ar sul 25 a viz Gouere, ur gouel bras en enor da Roue Kentañ Breizh, « Tad ar Vro ». Ul
levrig e galleg a oa bet savet d'ober bruderezh evit an deiz bras-se.
Hor gourc'hemennoù d'ar strollad nevez-krouet en deus graet war-dro ar gouel, en e benn R.-
Th. Salaun, Y.-P. d'Harskoet, G.-B. Kerverziou, C. Gwaziou, R. Klec'h, J. de Trigon.

KAMP-HAÑV AR VUGALE. - Dalc'het e Sibiril (Bro-Leon) eus an 2 d'ar 17 a viz Eost. E-pad ar
sizhunvezh gentañ ez eo bodet ar re ne ouzont ket brezhoneg ; e-pad an eil, ar vrezhonegerien
vihan. Ar c'hamp, savet gant Strollad Yaouankiz Kelc'h Keltiek Roazhon, a zo skoazellet gant
skouted Bleimor, o kampañ ivez e Sibiril.

KAMP AMZER-DA-ZONT. - Paotred ha merc'hed ar strollad-se, anavezet mat e Pariz evit e


oberiantiz hag e spered mat, a chom en hañv-mañ e Taole eus ar 16 d'an 21 a viz Eost. Goude bezañ
kemeret perzh e gouelioù ar Bleun-Brug, mont a ra an holl d'an Uhelgoad da chom eno eus an 23
betek an 28.

BLEUN-BRUG. - E Kastell-Paol, 20, 21, 22 a, viz Eost. Komz a rimp en hon niverenn 10 diwar-
benn ar gouel pouezus-se.

KELEIER :
- An Itron hag an Aotrou Paolig Monjarret a zeu gant levenezh da gemenn deoc'h ez eus ganet
dezho ur verc'h vihan, Gwenola-Youna, e Ker-Abes d'an 19 a viz Mae.
Hor gwellañ hetoù d'ar vreizhadezig nevez hag hor gouc'hemennoù d'he zud.
- D'al lun 10 a viz Mae, ez eo bet dimezet e iliz Groslay (S.-et-O.) hor c'heneil Yann-Per Dhaese
gant Tereza Haberstrok.
D'ar 6 a viz Gouere eo bet lidet e iliz St Yann ar Sal, Pariz, eured hor c'heneil Alberz Gwilhou gant
an dimezell Loeiza Valois.
80
D'an 12 a viz Gouere, e iliz Epinay-s.-Orge, hor c'heneil Yann Veslin en deus kemeret da bried
Bartrez Gaillard.
D'ar 17 a viz Gouere, e iliz St Per Charenton, ez eo bet dimezet hor c'heneil Klaoda Villour gant
Odéta Chatard.
Hor gwellañ gourc'hemennoù d'an dud nevez.

KLASK A REER DA BRENAÑ niverennoù liesskrivet ha pemp niverenn gentañ divyezhek TIR
NA N-OG. Skrivañ da Sekretour AL L.-TNNO.

HOR C'HOMANANTERIEN. - E dibenn Miz Mezheven, hor boa 213 komananter.


Aodoù an Hanternoz (26), Penn ar Bed (52), Il ha Gwilen (27), Liger Izelañ (18), Mor Bihan (17),
Pariz ha tro-war-dro (43), Departamantoù all (19), Trevadennoù Bro-C'hall (3). Iwerzhon (2), Skos
(1), Manav (1), Bro-Saoz (1), Stadoù Unanet (2).

KUDENN AN ARC'HANT. Ra soñjo hol lennerien e koust deomp muioc'h a 50.000 lur un
niverenn evel an Niverenn 8, moulet 500 skouerenn anezhi. Ra soñjint n' eo nemet 400 lur hor
skodenn-vloaz, o talvezout evit 6 niverenn. Ra soñjint ivez n' hor boa e dibenn miz Mezheven
nemet 213 kornananter. Ha neuze e vo komprenet ganto un dra : ar skoazell wellañ a c'hellont reiñ
deomp eo kavout pep hini d'an nebeutañ ur c'homananter nevez.

PROFOU. -- Degemeret hon eus e ti Al Liamm - Tir Na N-Og : digant P. Aoustin, 150 lur ; Batany,
100 ; K. Perez, 600 ; A. Gwazdoue, 100 ; Yann Thomas, (diner ar yezh), 300 ; P. D. 2.000 ; R.
Chevalier, 100.
Hor gwellañ trugarez d'ar brofourien galonek.

REIZHADENNOU. -- Hor pediñ a reer da voulañ ar reizhadennoù-mañ d'ar pennad ANVIOU-


LEC'HIOU BREIZH-UHEL. bet moulet war hon Nnn 8.
- Paj. 58, 7vet lin., lemel Guégon G. W., Gwezgon hag an notenn e-kichen.
- Paj. 59, 21 lin., lenn Lozieg e-lec'h Louzieg.
- Paj. 61, 7vet notenn, lemel « Keñveriañ Brizig (furm reizh, a gav din) gant (Skav) MY, (St Viaud)
».
- Paj. 62, bet ankounac'haet : (etre Tressé, D. ha Vivier (Le), D.) Kol. 1, Vildé (-la-Marine), D.,
Kol. 2, Gwildoue, Not., Doelan (nann Douelann) a zo un anv-sant kavet e Plouay (stumm kozh Plo-
zoe).
AL LIAMM 10
Tir na n-óg
Gwengolo-Here 1948
N° 10

TAOLENN

AR STOURM NEVEZ, gant Roparz Hemon 3


Lennegezh
TASMANT AR VALI, gant Roparz Hemon 5
GRIT DIOUZH MA LARAN gant Fañch Elies 11
LAN HA LIZ, gant Kerlann 14
RAZHETA, gant Mayne-Reid 19
Brezhoneg Eeun
AR BLEIZ HAG AR SEIZH MENNIG, gant Grimm 22
Barzhonegoù
KANENN EVIT DEIZ AN ANAON. gant Roparz Hemon 25
TRI BARZHONEG, gant Benead 31
C'hoariva
ROPERZH EMMET, gant Roparz Hemon 34
Istor
KOMZOU NA BADONT KET 48
Studiadenn
TEIRRANNADUR AR GEVREDIGEZH GANT INDEZEUROPIZ gant Arzel Even 50
Gwerinoniezh
MENEC'H AN ENEZ-GLAS 58
Yezh
EMSAV KELTIEK BREIZH 60
GALV DA GEMENT HINI A LENN BREZHONEG, gant Kerlann 65
STUDIADENN UN AMERIKAN DIWAR-BENN ANVIOU-LEC'HIOU BREIZH, gant Melar
Josig 67
Notennoù 74

3
Ar Stourm Nevez

Er c'helc'hlizher kaset e Mezheven da izili Kelc'h Gwalarn e weler ez eus bet graet pemp
rann er stourm nevez evit ar yezh.
Hezvez ar respontoù bet d'ar c'helc'hlizher-se, e c'hellomp bremañ mont un tammig pelloc'h.
Kemeromp pep rann lerc'h-ouzh-lerc'h, ha studiomp petra a zo graet ha petra a zo d'ober.

Rann 1. STUDI AR YEZH. - Ret eo dimp sevel ur skol never a skrivagnerien gouest da aoañ
skridoù e Brezhoneg Eeun. Darn eus hon izili ne seblantont ket kompren mat ar pezh a
c'houlennomp diganto. Skrivañ e Brezhoneg Eeun n'eo ket lakaat war baper pezh a greder a vo
lennet hep poan gant an holl. Bez' ez eo, da gentañ, heuliañ ur reolenn strizh : ober gant ar 1.400 ger
bennak moulet en « Alc'houez »(pa ranker ober gant ur ger all, reiñ atav un notenn e Brezhoneg
Eeun da lakaat sklaer petra a dalv ar ger-se, - nemet pa n'eus arvar ebet e vo komprenet war an taol).
Bez' ez eo ivez plegañ muiañ ma c'heller da zoareoù-lavar ar bobl.
Un den a tell dezhañ skrivañ e Brezhoneg Eeun a rank kaout an Alc'houez atav dirazañ, ha
studiañ aketus oberoù tud evel Troud, Milin, Inizan, Y. V. Perrot, L. Herrieu, hag all.
Unan eus hon izili a c'houlenn : pelec'h ez afen-me da glask skridoù an dud-se ?
Ar respont eo : n'omp ket evit krediñ ne c'hellit ket kavout ul levr da vihanañ, pe un niverenn gozh
eus ur gazetenn savet e yezh ar bobl. Hag ouzhpenn : tamm-ha-tamm e vo advoulet en hor rummad-
levrioùigoù skridoù savet gant skrivagnerien-bobl a wechall, lakaet e Brezhoneg Eeun.
Betek bremañ, n'anavezomp nemet daou skrivagner o deus kemeret ar boan da blegañ da
reolennou ar Brezhoneg Eeun. Re nebeut eo. Un dek bennak a rankomp kaout da nebeutañ.

Rann 2. DOAREOU-KELENN. - Goulennet hon eus ma vije aozet e kement lech ma c'heller
rummadoù-kentelioù evit deskiñ lenn Brezhoneg Eeun. An hent da heuliañ a rank kemmañ hervez
an deskidi. Da skouer, disheñvel e tle bezañ hervez ma'z eo ar re-mañ brezhonegerien pe
c'hallegerien ; ma'z int brezhonegerien, ret e vo teurel evezh ouzh ar rannyezh a gomzont ; hag all.
N'eus forzh penaos, ar pal a zo heñvel : deskiñ ar 1.400 ger a zo e Brezhoneg Eeun, n'eo ket
hepken hini dre hini, met ivez, ha dreist-holl, e-barzh frazennoù ha skridoù a bep seurt.

4
An amzer da lakaat a c'hell bezañ heñvel ivez ; lavaret hon eus, tri miz.
O c'hortoz ma vo embannet levrioù ha levrioùigoù, e c'hell ar c'helenner atav ober e vad eus
an tri levr :« Alc'houez », « Méthode Rapide » ha « Kontadennoù a Vro-Skos ».

Rann 3. SEVEL-SKRIDOù. - a) Aozañ pennadoù berr evit Geriadur Breizh a roio tro d'ar
skrivagnerien da zeskiñ ober gant ar Brezhoneg Eeun ;
b) Danvez meur a levr bihan 10.000 ger a zo aozet ha prest da vezañ kaset d'ar mouler, anezho
skridoù kozh ha skridoù nevez.
Setu amañ anvioù ar re am eus gwelet :
« Labous ar wirionez », kontadenn-bobl dastumet gant Troud ha Milin.
« Perukenn ar roue Fortunatus », kontadenn-bobl dastumet pant an hevelep re.
« Gaovan hag an den glas », unan eus kontadennoù an Daol Grenn.
« Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh », romant-polis.
« Ar walenn c'hlas », romant-polis.
Evel ma weler, skridoù diouzh doare an holl, hag en ur yezh ken aes ma c'hell bezañ komprenet hep
poan gant ur milion a dud da vihanañ.

Rann 4. DOAREOU-MOULAÑ. - Studiet eo bet ar rann-se evezhiek-tre. Ha pep tra a zo


prest ivez.
Etrezomp hag an daou levr kentañ n'eus nemet 50.000 lur. Kerkent ha kavet e vo staget gant
al labour-moulañ.

Rann 5. DOAREOU-BRUDAÑ. - E pep kanton a Vreizh-Izel e tleo un den bezañ kavet evit
mont da werzhañ al levrioùigoù d'an dud, e-giz ma veze graet kant vloaz 'zo. Diouzh ret, un den a
c'hell labourat e daou pe dri c'hanton. Diwar-benn ar poent-mañ, evel diwar-benn ar poent a-raok,
ne lavaromp ket kalz c'hoazh, amzer dimp d'en em guzuliañ ha sevel emglev start gant an ti-
embann, Emsav Keltiek Breizh, ar C'helc'hiou Keltiek, hag all.

Pezh a ranker gwelout dreist-holl eo an dra-mañ :


Evit ar wech kentañ marteze e verkomp amañ un hent da astenn krog ar brezhoneg war ar
vro, da c'hounit, n'eo ket un den amañ, un den ahont, met un niver bras a dud war un dro.
Roparz HEMON.

5
Lennegezh

Tasmant ar Vali

Chom a raent en un ti nevez bet savet evito war un dachennnig douar o doa prenet etre ar
Peder Milin ha Kerber. Abaoe daou vloaz oant dimezet. Daoust ma oant yaouank o-daou, eñ tregont
vloaz hag hi pemp bloaz warn-ugent, n'o doa ket a vugale. Hag an ti-se, pa'z aed e-barzh, a seblante
bezañ goullo. Goullo oa e gwirionez, rak dre na oant ket pinvidik n'o doa ket prenet kalz a arrebeuri.
Koulskoude, ma vije bet ur c'havell, hag ur bugelig ennañ, e vije bet leun en un taol. Setu a veze
santet, a gredan, gant kement hini a yae d'o gwelout ha setu a veze santet ganto, daoust na lavarent
grik da zen diwar-benn se, moarvat gant aon da anzav c'hoant brasañ o c'halon. Ha ken kreñv oa ar
c'hoant evelato ma veze divinet diouzhtu, ma veze lennet en e zaoulagad, hag en he daoulagad
muioc'h c'hoazh.
Ijiner-a-vor e oa Alberzh, ha va gwellañ mignon. Elena a anavezen mat ivez, hogos a-
vihanik. Drezon o doa en em anavezet. Alies a-walc'h ez aen da dremen un abardaevezh ganto, ha
me o chom e Kerber d'an ampoent. Ne zeue ket kalz a dud war o zro. Peurliesañ ne oa den ganto
nemedon. Komz a raemp eus al levrioù a brestemp an eil d'egile, eus an tresadennoù hag al
livadurioù a raent, - arzourien vat, blizidik, e -oant o-daou ;- komz a raemp dreist-holl eus an amzer
dremenet.
Ya, evit tud ken yaouank, souezhus penaos e karent komz eus ar pezh a anvent o «
yaouankiz », evel un dra pell-pell e vije. « Soñj hoc'h eus, gwechall, » a lavare Elena ; hag e konte
un istor bet c'hoarvezet pemp pe c'hwec'h vloaz a-raok. Ar ger « gwechall » a zeue atav war he
muzelloù. Hag he fried kemend-all.
O zi a oa e penn ur vali, hir a-walc h, div renkennad wez-tilh bihan ouzh hec'h ober, un
nebeut tiez, nevez hag izel evel o hini, strewet a-gleiz hag a-zehou, e-kreiz liorzoùigoù kempennet
mat pe fall, etrezo tachennoù fraost, netra enno nemet geot ha mein, hag amañ-ahont ur skritell :« da
werzhañ ». Perak e hañvale ar gwez-se, nevez plantet, gant o delioù ken tener, bezañ kozh, ne oufen
ket lavarout. Ar gwez-tilh, marteze a-wechoù gwer, hogen a-wechoù glas pe louet en avel, n'eus ket
a yaouankiz enno. Meurdezus e oa ar vali-se, ha d'ar gwez ha d'an tiez bezañ dister ha digened,
meurdezus evel ur rabinad efl pe un aleziad faou. Da guzh-heol, skeudoù hir ar gwez o roudennañ
an hent o lakae da greskiñ ramzel, hag en noz, pa dremened dindano, e oa leun ganto an oabl.
6
Un abardaez, - e fin miz Gwengolo 1938 e oa, edon o vont, da welout va mignoned.
Diwezhat oa, sur a-walc'h, rak an noz a oa deuet. Deuet buan, avat, gant ar glav a oa bet an holl
zevezh. Brumenniñ a rae c'hoazh. C'hwez an diskar-amzer, c'hwez ar goañv zoken a save diouzh an
douar hag ar plantennoù gleb, diouzh ar c'hlouedou koad hag ar c'haelioù houarn gleb. War an darn
vuiañ eus an tiez e oa serr ar stalafiou, ha teñ val oant holl, nemet ur prenestr pe zaou sklerijennet,
evel distag, a-ispilh en duder.
Ne oa nikun war ar vali nemedon, trouz ebet nemet trouz va c'hammedoù e-kreiz ar boud a
rae ar vrumenn a-dro-war-dro. Koulskoude, ha me o tostaat ouzh ti va mignoned, e welis un den,
difiñv en ode ur c'hleuz etre daou vodad strouezh chomet eno da heul ur park bet distrujet pa oa bet
lodennet an douar. Ur vantell hir a oa gantañ, o lufrañ gant takennoù dour, ur gasketenn ofiser-a-vor
war e benn, ur guchenn vlev melen a-dreuz e dal betek un abrant. Sellout a reas ouzhin gant
daoulagad louet-sklaer, dilusk. Me a sellas outañ ivez, souezhet, hogen hep treiñ va fenn.
Un dek metrad a ris pelloc'h a-raok soñjal e vije bet ranket din bezañ souezhetoc'h c'hoazh.
Goulaouet fall oa ar vali gant lampoù-tredan skourret e-kreiz bep hanter-kant metrad, pe vuioc'h. Ha
penaos em bije gwelet dremm un den, ken fraez hag ar bannoù gwan eus al lampoù harzet c'hoazh
gant an deil ? Ur sell a ris en a-dreñv. An den a oa atav aze. Ne oa mui nemet ur skeud a-boan
fetisoc'h eget skeudoù ar bodoù strouezh. Ne gredis ket mont war va c'hiz. Pezh a oa o c'hortoz aze
ne selle ket ouzhin. Merzet em boa meur a wech penaos dre greiz al latar ez en em skign ar gouloù,
ken e teu da vezañ sklaeroc'h eget pa vez boull an aer. Evel-se, a brederien, eo bet gellet din
gwelout an dremm-se. Ha degouezhet dirak an ti, e pouezis war an nozelenn dindan ar porched da
c'houlenn digor.
Elena a oa azezet dirak ar piano, Alberzh en e sav a-dreñv he skoaz, o-daou o lenn ur pezh-
sonerezh bennak gant Tchaikovski, he bizied o redek a vare da vare war an touchennoù, pe o skeiñ
trumm ur rezad kendonioù feuls. Kerkent ha digoret an nor gant ar vatezh e oan aet rag-eeun d'ar
sal, hag int, hervez giz keneiled kozh, o doa a-boan savet o fenn d'am degemer. C'hoant am boa da
gontañ dezho ar gejadenn iskis am boa graet war ar vali. Hogen ne ris ket. Alberzh en doa lavaret
din un deiz he doa e wreg aon rak ar vali-se, ha ne ouie ket perak. Da betra, a soñjis, spontañ anezhi
c'hoazh, hag hi ur vaouez ken nervennek ha ken don he faltazi ma frome gant an disterañ meneg eus
un darvoud divoutin ?
7
En abardaez-se, koun am eus, Elena a zisplegas dimp un darvoud divoutin a-walc'h : penaos,
emezi, e oa bet marv ur wech. Se a oa c'hoarvezet e Kameled, pa ne oa nemet ur plac'hig seizh
vloaz. Un endervezh kaer a viz Eost e oa aet gant bugale all war ar porzh da c'hoari. Ur vagig kozh,
bihan-bihan, o doa kavet war al lec'hid. Hag int, droch evel bugale, ha poulzañ ar vagig-se betek ar
c'hal, hag he lakaat war neuñv, ha mont e-barzh. Ne oant ket bet ur vunutenn ma teue an dour dre ar
strad. Ar vugale all o doa bet amzer da dec'hout, nemet Elena a oa chomet, hag aet d'ar goueled gant
ar vag. Ar goueled ne oa ket don, daou vetrad marteze, treuzwelus an dour evel strink, ha saveteet
oa bet ar plac'hig raktal gant pesketaerien. Koulskoude, emezi, o tont enni hec'h-unan, e oa evel o
tistreiñ eus ur vro pell-bras, leun a vleunioù aour dindan un oabl liv olifant, hag enni tud lugernus o
vale. Hag e oa sur, emezi, - daoust ma lavare he fried ha me ivez ne oa nemet un huñvre, - e oa sur e
oa kentañ arnodenn an ene o vont diouzh ar c'horf pa varv an den.
Evel ma weler, n'eo ket c'hoarzhin a raed atav gant Alberzh hag Elena, daoust ma ouient ivez
bezañ drant, en un doare sioul hag iskis. Hogen dalc'hmat, un digarez bennak a gavent da veskañ ar
marv e pep kaozeadenn, ken na lavaris dezho ur wech e vevent gant an Ankou. Keuz am boe raktal
da vezañ komzet evel-se, o verzout an euzh o luc'hañ kerkent e daoulagad du Elena.
Un nebeut sizhunioù goude, - e miz Du, - en em gavis gant Alberzh o kemer an tram er
straed Siam.
« O vont d'ar gêr emaoc'h ?» a c'houlennas diganin.
« Emaon o vont d'ar gêr, » a respontis.
« Ma ne ra netra deoc'h ez in d'ober ur pennad hent ganeoc'h, » emezañ.
Diskenn a rejomp dirak an iliz, ha treuziñ ar blasenn en traoñ, a-gleiz, a-dreñv ar maerdi, rak
dre eno e oan o chom.
« Al lestr hon eus savet, » emezañ, « a va prest er miz-mañ, hag e rankin mont e bourzh gant
ijinerien all keit ha ma pado an amprou. Ur mare fall din da vont diouzh Elena, rak chalet on ganti.
»
« Klañv eo ? » emezon.
« N'eo ket klañv, » emezañ ;« diaezet avat, diaezet he c'horf, ha 'm eus aon, diaezet ivez he
spered. C'hwi a oar, nann, ne ouzoc'h ket, emañ-hi gant bugale. »
« Ur c'heloù mat eo, » emezon.
8
« Ur c'heloù mat, » a lavaras, war un ton ha na oa ket laouen-tre. « Met daoust ha kreñv a-
walc'h eo ? Ha menozioù
ken eston a zo en he fenn ! Ne c'hell ket menel en ti-se pa vin war vor. Emaon o vont da gas anezhi
ar sizhun a zeu da Loudieg e ti he moereb, daoust na blij ket kalz din hen ober. Eno da vihanañ e vo
graet war he zro, betek ma vo ganet ar bugel. »
« Un dra fur ea d'ober, » emezon.
« Ho klevet em eus, » a gendalc'has, « o venegiñ ho poa c'hoant dilojañ. Ne vo den em zi.
Mar kirit kemer anezhañ... »
« Hag a rin gant plijadur, » a lavaris.
« Neuze e roan an ti deoc'h. » emezañ, « e-pad c'hwec'h miz»
hag e lavaras pelloc'h, en ur vousc'hoarzhin :
« An ti hag an tasmant. »
« An tasmant ? »
« Ya, un tasmant a zo en ti. Da vihanañ, un tasmant a vez gwelet gwech an amzer gant Elena
hag ar vatezh (houmañ a zo o vont kuit abalamour da se). Ha, »- termal a reas ur pennadig, -« ganin
eo bet gwelet ivez. »
« Me a gave din, » a lavaris, war un ton ken dibreder ha ma c'hellis, ne oa tasmantoù nemet
en tiez kozh hag er manerioù dilezet. »
« Hemañ, a lavaras trumm. « a zo tasmant Herve K... »
En un taol e teuas soñj din eus istor Herve K..., an ofiser-a-vor yaouank-se a oa en em lazhet
un nebeut bloavezhioù a-raok e Toulon. N'em boa ket e anavezet, hogen e boltred am boa gwelet
war ar c'hazetennoù : ur paotr melen e vlev, louet-sklaer e zaoulagad. E gorf a oa bet kavet en ur
straesüg etre daou hañvdi er Mourilhon, e glopenn tarzhet, e bistolenn-dro en e gichen, ul lizher e
godell-vruched e borpant, o verkañ e oa o vont d'en em lazhañ, hep reiñ abeg ebet.
« Herve K..., » a lavaras Alberzh, « a oa mignon din, hag e karemp Elena hon-daou. »
« Met penaos e c'hellit krediñ... »
Ne oa ket va mouezh ken asur ha m'em bije karet. Seblantout a rae din gwelout an den-se am
boa kejet gantañ un noz, en ode ar c'hleuz e-tal ar vali.
« Kement-se, » eme Alberzh, « n'eus anezhañ nemet en hor spered. Met spered Elena a zo
klañv, ha va hini un tammig ivez »
(« Hag, » am boe c'hoant da lavarout, « hini ho matezh, ha va hini ouzhpenn. » Hogen ne
gomzis ket. )
« En em glevet omp neuze ? » a c'houlennas.
« Ya, » a respontis. Ha penaos em bije respontet nann, pe
dremen da zen laosk ha digalon ?
9
E-pad ar c'hwec'h miz ma chomis e ti Alberzh, ne welis tres nag ardamez eus an tasmant.
Bravoc'h e vije an danevell-mañ, moarvat, m'em bije. Hogen, nag e-pad an noz, ha me digousk a-
wechoù, nag o vont a-hed ar vali diwezhat en abardaez, ne welis na ne glevis netra espar. Alberzh a
zeue, pa ne oa ket war al lestr pe e Loudieg, da dremen an noz en ti. Morse ne veze meneg etrezomp
eus Herve K..., nag eus ar pezh en doa lavaret din war blasenn Gerber en deiz-hont.
War-dro mare Pask 1939, ar bugel a voe ganet, ur paotr, a voe badezet Herve, pezh a feukas
ac'hanon. Ne welis ket anezhañ diouzhtu. Elena a chomas klañv diwar he gwilioud. Ha neuze. gant
ar brudoù brezel o kreskiñ bep sizhun, ne zistroas ket da Vrest. Da vihanañ, sed an digarez a voe
roet din gant Alberzh. Kemer a ris un ti e Sant-Mark, ha ne welis mui va mignon alies.
Ar brezel a zeuas, hag an holl dud evel plouzennoù dister stlabezet gant an avel, pep hini o
vont da heul e donkadur. E 1941 e oa, a gredan, ez is da ober un dro betek ar Peder Milin, da welout
tiez bombezet gant ar Saozon e-kichen ar Poligogn. En em gavout a ris trumm dirak ar vali. An
nevezamzer e oa. Ar gwez-tilh a zaskrene en aezhenn sin biskoazh bravoc'h ouzh an heol. Pep ti a
oa dres evel gwechall, hag a oa bremañ « gwechall » e gwirionez. Ha piv a welis o tont etrezek
ennon, nemet Elena, ur valizenn bounner ganti e pep dorn.
An holl ac'hanomp a oar petra eo, e-kreiz kement a reuz hag a strafuilh, spurmantiñ un
dremm anavezet, evel un tamm eus an amzer dremenet o parañ, - evel un tamm eus ur melezour
torret o lintrañ e-mesk atredoù ha ludu.
« E Brest emaoc'h adarre ?» emezon.
« Deuet hepken evit an devezh, » emezi, « da dennañ un nebeut traoù diouzh an ti. »
« Hag Alberzh ? » ,
« Emañ er Marok. Ur gartenn digantañ am eus bet en deiz
all. »
Mont a ris ganti betek an ti-hent-houarn da reiñ skoazell
dezhi da zougen he valizennoù. Merkañ a ris he chomlec'h e Loudieg, o prometiñ kas ul lizher dezhi
dizale.
Ne zalc'his ket d'am promesa. Mizioù ha mizioù a dremenas. Un deiz e lennis war ur
gazetenn e oa bet lazhet Alberzh e Kasablanka e-pad argadenn ar Re Unanet. Ha me mont da
Loudieg da welout Elena.
Degemeret e voen gant he moereb, un dimezell gozh treut ha dihegar, hag a lavaras din « ne
oa ket Elena aze ». Kaer am boe goulenn pelec'h edo, ne voe roet din respont resis ebet. Ma
komprenis e oa c'hoarvezet un dra bennak ha na felle ket d'ar vaouez-se diskuliañ din.
10
Ha me o vont kuit, e welis ur bugelig, azezet sioul war ur bazenn dirak an ti. Ne oa ket da
faziañ, mab Alberzh hag Elena e oa ar buqalig-se, hir e zremm evel e vamm, ha koulskoude, heñvel-
bev ouzh e dad. Sevel a reas e zaoulagad davedon, daoulagad louet-sklaer dindan kuchoù blev
melen o c'holeiñ e dal. Daoust hag un empentadenn e oa ? Ar sell-se a oa dres ar sell doaniet, dilusk,
bet taolet ouzhin gwechall gant tasmant ar vali.

Roparz HEMON.
(Iwerzhon, Eost 1948.)

11

Grit diouzh ma laran...

An holl her goar : kentañ dever ur mab a zo bezañ sentus ouzh e vamm. Setu a oa menoz
Cheun Germoal, zoken d'e seizh ha tregont ha neuze eo dres e fazias.
Ar yaouankañ 'oa Cheun eus tiad bugale Job Germoal ha Jan Apere. E dad a varvas diwar un
taol-gwad pa n'oa c'hoazh Cheun nemet pemp bloaz hag e rankas an intañvez, gant he zeir merc'h
hag he zri faotr, ober estreget klask lakaat he daou droad en hevelep botez.
Kerkent hag en oad e oa aet ar merc'hed da servijañ. Ar mab henañ a yeas da vartolod, an eil
da vous e ti Fañch ar C'higer, ha Cheun, ur wech graet gantañ e bask kentañ, a voe kaset da baotr-
saout.
Ne zistroas ket diwar an hent-se. Chom a reas war ar maez, zoken ur wech graet gantañ e
amzer soudard. Ur c'houer a oa anezhañ betek mel e eskern. Start e oa ouzh al labour ha deut da
vezañ mevel bras a veze graet stad anezhañ. Ur wechig bennak e kemmas mereuri. Neket eñ, avat, a
voe kiriek. Ar mestr a oa deut da vezañ sinkaner. Ur c'horf kaer a zen e oa Cheun ha da sul, pa oa e
dro en oferenn-bred, e chome re bell merc'h an ti da sellout outañ o treuziñ ar porzh, sonn en e
zilhad justinok, habask ha seder e zremm aotennet pizh dindan e dog e stage, evel ma lavarer e ra ar
wezvoudenn, hep ardoù na komzoù ranell. N'oa tamm ebet ennañ danvez un tostenner ha, mar plije
d'ar bennherez, n'oa ket da rebech dezhañ e vije en e soñj e c'helle pretañtiñ dezhi. Skuizh 'oa aet
mestr an ti ouzh e welout o kas al labour en-dro, ingal ha kempenn ? M'en dije bet leve e ti an noter
pe un tamm douar war e anv, marteze ne vije ket bet ken sellus ar perc'henn, met n'en doa nemet e
zivrec'h, e yec'hed, un dornad bilhedoù espernet war e goumanant a vloaz da vloaz ha kement-se ne
deo ket a-walc'h da deneraat kalon tad ur plac'h faro. Mat ! Klasket e vo labour e lec'h all, daoust
m'eo un torrpenn rankout en em ober adarre ouzh doareoù un ti nevez.
Un tammig termer ha lent 'oa Cheun marteze. Anez da se ne vije ket bet dizimez d'e seizh
vloaz ha tregont hag o treiñ d'ur paotr yaouank kozh.
Ha setu ma oa kouezhet e karantez Mari Wilhou, a oa nevez deut da vatezh er Pontigoù ma
oa eñ mevel bras abaoe seizh vloaz. Ur plac'h koant ha seven e oa Mari. Da holl zanvez, he
yaouankiz hag he nerzh ouzh al labour. Triwec'h vloaz e oa bet da foar Vazhe diwezhañ. N'eo ket ur
si bezañ yaouank, a gav deoc'h ? Eo, pa gred ur paotr yaouank kozh o tostaat ouzh e zaou-ugent, e
rank mont da c'houlenn digant e vamm an aotre da fortuniañ.
12
Pensaoutiñ a reas Jan Apere pa zisklerias Cheun dezhi e c'hoant da zimeziñ gant Mari
Wilhou.
- N'out ket furoc'h eget pa oas paotr saout, Cheun gaezh eme e vamm en ur vesteodiñ
kement a imor a oa enni. Lakaat da soñj en ur plac'hig n'eus dezhi nemet an hiviz a zo war he
c'hein !
- Alato, mamm, ul labourerez vat eo. Gwelout a ran mat a-walc'h penaos e kas al labour en-
dro er Pontigoù.
- Ta ! ta ! ta ! eme Jan, savet ar ruz d'he fenn ken feuket e oa... Ur plac'hig, yaouank a-walc'h
dit da vezañ tad dezhi ha nann da vont da gousket ganti !
Sentus e voe Cheun. Ne gasas ket pelloc'h an afer. Marteze, avat, e vije bet fur dezhañ mont
ivez da c'houlenn ali e niz Paol Vizien, daoust ma n'oa hemañ nemet naontek vloaz.

Dre ma koshae Jan Apere e trenke tamm-ha-tamm he spered hag e teue da vezañ divemor
evit traoù a zo. Troet eo bet ar re gozh e pep amzer, da gavout dezho ez ae kalz gwelloc'h an traoù
gwechall, ez oa furoc'h ar vugale ha poellekoc'h an dud. Abaoe m'eo bet krouet gant Doue, an holl
her goar, ez a ar bed-mañ bepred war fallaat.
Un dra dreist-holl a lakae Jan da vont en egar ! gwelout ar re yaouank o kaout mall da
zimeziñ. Pa laran deoc'h e oa deut da vezañ divemor. Ur sulvezh abardaez edo azezet war ar bank e-
kichen prenestr he ziig gwenn. Hag e selle ouzh an dud o tont en-dro eus pardon Lambaol. Evel-
just, e-touez an dud-se, e oa koubladoù, plac'h ha paotr kazel-ha-kazel, al levenez en o daoulagad.
Ha Jan Apere a c'hrozmole !
- Sed amañ daou sod all, sell ! emezi da Baol Vizien, he mab bihan deut d'he gwelout. Ar re-
se a zo « feilhañset », evel ma laront.
Paol a selle a-gorn ouzh e vamm-gozh en ur lakaat tan war e gorn butun. Pa voe krog mat, e
c'houlennas gant ur vouezh sioul meurbet, nemet e oa ul luc'hedenn c'hoapaus en e lagad :
- Da be oad oc'h-c'hwi bet fortuniet, mamm-gozh, 'm eus ket soñj ken ?
- Ta ! ta ! ta ! diodig ! eme Jan Apere. Gwell eo dit chom peoc'h , gant da c'houlennoù
diskiant pe mont d'ar gêr da welout ha dare eo da goan !
13
Ha Paol a c'hoarzhe... a c'hoarzhe. Neket hep abeg na blije ket d'e vamm-gozh ar goulenn.
A-vec'h m'oa krog en he seitek vloaz pa fortunias da Job Kermoal. Evelato n'oa ket Doue posubl e
vije bet biskoazh ken skañv-benn hag ar yaouankizoù a-vremañ kement a vall warno d'en em «
feilhañsiñ ».
- Diodeien ! mar goufent ar vizer a zo ouzh o gortoz da c'houde !
Paol a sache moged eus e gorn ha ne ranne grik. Soñjal a rae en e gendirvi, ennañ e-unan ha
ne gave ket e oa troet ken fall-se an traoù ganto holl, ha mamm-gozh eus he zu, daoust ma oa
marvet tad kozh gwall abred n'oa ket da glemm tamm ebet war he c'hozhni.

Cheun, avat, ne reas ket goulenn dizoujañs e niz. Ne zeuas ket da soñj dezhañ penaos he doa
graet e vamm. A-walc'h e voe gouzout penaos e krede dezhi e oa mat dezhañ ober. Ur mab sentus
mar doa !
Tri bloaz diwezhatoc'h, krog en e zaou-ugent e fortunias diouzh c'hoant e vamm. Gant un
intañvez, koshoc'h egetañ. Met kement-se 'oa nebeut a dra. Ur bañsion he doa diwar-lerc'h he fried
kentañ. Hag ouzhpenn un tamm ti gant douar, daou bark, stag outañ. Ur fortun vat, me 'lar deoc'h,
d'ur mevel bras o vont war an oad !
Bet on bet warlene ouzh o gwelout. Ya, ur fortun vat ! Lous 'oa an ti. Ar wreg 'oa ur vaouez
c'houstadik, taget he daouarn gant ar remm. Ar paotrig blev ruz ganet dezho a oa pout e spered. Na
levenez, na yec'hed. Traoñ an ti a dalveze da glud d'ar yer. Ur fortun vat e gwirionez !
Hag e teuas din da soñj eus Cheun, dek vloaz araok, pa zistroe eus an oferenn-bred, seder e
zremm hag asur e gerzhed en e zilhad sul.
Neuze n'oa nemet ur mevel bras !

Fañch ELIES.
Eost 1946.

14

Lan ha Liz

Lan a gare kalz e vestr-skol, hag hemañ ivez e gare, rak e wellañ skoliad, e gwirionez e oa.
Ar c'hentañ bepred en e glas, an eil bep ar mare, met dre zegouezh hepken.

Kuzulikerezh ha c'hoarzhadennoùigoù mouget-prim a zegemere Liz, merc'h ar skolaer, pa


zeue, war zigarez pe zigarez da gaout he zad er c'hlas. C'hwezek vloaz dezhi, ur penn sonn,
daoulagad du, eeun o sell, jodoù livrin, muzelloù ruz-gwad, divhar ouzh he dougen evel d'ur
briñsezig,- e treuze mibin ar sal-skol da vont da gemer levrioù en armel werenna er penn all.
An Taleg, e amezeg, a wigne da Lan en ur reiñ un ilinad da hemañ. Neuze, o vezañ ouzh an
daol gentañ, an dostañ outi, e ruzie Yann pa dremene Liz.

War ar straed bep mintin pa zeue d'ar skol, e keje ganti o vont da Skolaj ar Merc'hed. He
respont d'e zemat pemdeziek e lakae laouen bewech. Er gêr, pa save, dirak melezour an daol-
emwalc'hiñ, e lakae e zremm da lufrañ : dremm Liz a oa lufrus ivez, gant ar soavon, anat. Kempenn
a rae e votoù bep noz evit ma vijent ken kran hag he re-hi. Ur frondenn a skoulme en-dro d'e
c'houzoug, evel ur gwir baotr yaouank e kave dezhañ e oa. Bemdez n'en divije lakaet gouzougenn
ebet ha ne vije bet fresk, ferret ha gwenn-kann.
Lan a felle dezhañ en em ziskouez en e wir wellañ.

Pegen koant e oa Liz da welout bep beure, toket, mantellet ha maneget, he sac'h-levrioù-ler
dindan he c'hazel, o kerzhout skañv ha dillo evel un heizez war-du ar skolaj ! He mantell glas-kaol,
he fennwisk mezer ruz-tan, he divjod livrin he lakae heñvel ouzh ur vleunienn vev-flamm o kreskiñ
er maezioñ. Dre-se evit gallout aesoc'h a se ha diriskl komz diwar he fenn, an Taleg ha Lan o devoa
divizet ober anezhi :« ar Rozenn-Naer ».

15
Edo ar skol en ur vali, diouzh un tu an ti-skol, diouzh an tu all ar stêt, etrezo o-div, ur
renkennad gwez kistin-Spagn a daole skeud o delioù bizied-heñvel war c'hrouan ar rabin. Gant an
hañv o tostaat, e miz Mezheven, pa zishilie an deliennoù-bleuñv gwenn, e kouezhent evel
malzennoù-erc'h er stêr o c'hase larkoc'h, gant red an dour.
Azezet war maen-benerez an aspled, eno eo e peurzeske kendiskibien Lan o c'hentelioù, a-
raok mont tre er skol. Dizon e oa ar stêr, bezhin blev glas a fiñve evel naered gant kas an dour, tra
ma sklerijenne brav an heol naoz traezhek ar red. Dluzed a zivorfile buan hag a dec'he kuit pa skoed
meinigoù outo diwar c'hoari.
An Taleg - e zen a fiziañs - en e gichen, ne save ket Lan e benn a-ziwar e levr. Nemet a-
wechoù koulskoude e rae, hag e oa, lec'hiet evel ma oa, evit sellout ouzh prenestr Liz, du-hont en
nec'h, hag evit gwelout Liz a daole ur sell er-maez bep ar mare hep e welout, a heje ul lienenn-daol,
pe a lakae ur pod-bleunioù en he frenestr.
Pa zeue er-maez, mar gelle, ez ae d'he heul. Falvezout a rae dezhañ tremen dre al lec'hioù
m'he devoa-hi tremenet e-biou dezho, parañ e sell ouzh an traoù holl a oa bet he selloù-hi warno o
parañ, kerzhout pizh-ha-pizh war he roudoù. Ya, poket en devije d'an douar zoken, d'al lec'h end-
eeun m'he devoa stoket he zroad.
Ur wech m'edo-hi en he liorzh, e reas an Taleg kein da Lan ouzh ar voger evit gwelout Liz,
mistr ha nifl en he zavañjerig koant, aketus o tourañ ar bleuñvegoù.
Ur yaouvezh, war hent Trevili, dindan ar balioù skeudus, a-ratozh-kaer, met evel dre
zegouezh a c'hellit krediñ, e tremenas Lan hag an Taleg e-biou da Liz a vounte karr-babig he c'hoar
vihan.
Edo o komz - e brezhoneg mar plij !- gant he mamm-gozh o vale en he c'hichen. Mamm-
gozh Liz a oa ganti koef Kastellin. Ne ouie ket Lan e komze Liz brezhoneg. He mouezh heson a
zistage gerioù peuzdianav da Lan evit c'hoazh. Neuze e ouie Liz ar yezh-se, an Taleg a ouie ivez,
hag eñ Lan, war-bouez nebeut mann. Bremañ avat e savas ennañ ar c'hoant d'he deskiñ.

Deiz-mañ-deiz war ar sizhun e oa kanadeg er skol. Ne chomed ket er c'hlas da ganañ. Bodet
e veze skolidi tad Liz en e sal-zegemer en-dro d'ar piano hag ouzh hemañ ec'h azeze Liz.
Evit e genseurted, mont evel-se e ti o mestr, a oa un darvoud bras. En o sav, er gambr goaret
ha kinklet gant taolennoù e choment fur ha reizh evel pa vijent bet en iliz o kanañ, hag e kanent,
holl a-unvouezh, diouzh o seizh gwellañ, ouzh notennoù boemus ar piano c'hoariet gant merc'h ar
mestr-skol.
16
Tarzh an deiz 'zo war ar blaenenn
Tra la la, tra la la...
Sav chaseour, kae da gantren
Tra la la, tra la la...

Nag evit Lan, neuze, pebezh fromadenn !


Bezañ ganti, tost outi en he zi dezhi !...

Ar mestr a gare kalz e verc'h, anat, a-hend-all n'en devije ket he roet atav e skouer vat d'e
skolidi. Alies e save e vouezh d'he meuliñ. Er skolaj, hag er gêr pa ne veze ket o reiñ skoazell d'he
mamm war-dro an ti, bepred, emezañ, e veze war ar studi. Gouzout a rae he c'hentelioù dalc'hmat,
kas a rae kempenn poelladennoù ha deverioù da benn. Kement-se a lakae hec'h holl gelennerezed
laouen outi kenañ.
Lan a gleve. Ober evelti... Bezañ keit hag hi...
Eh ivez a labourfe, a studife, a zeskfe, evit bezañ par dezhi pa na ve ken.

N'edo ket Liz hep bezañ merzet e kemere Lan dudi enni ha, ma n'o devoa morse komzet an
eil ouzh egile, o kejañ gantañ ken alies - gouzout a rae ervat n'helle ket bezañ dre zegouezh hepken
- he devoa ruziet meur a wech p'o devoa paret daoulagad glas-oabl Lan e duder he re.
Un devezh Nevez-Amzer e lavaras an Taleg da Lan :
- Emañ al lireu e bleuñv em liorzh, ha mar tegasfemp bleunioù d'ar mestr-skol ?
Ne oa ket par d'an Taleg evit kaout menozioù mat. Pep a vriad frondus a zegasjont ganto d'ar
skol eta. Torkad an Taleg a yeas da fichañ ar c'hlas. Hini Lan avat, kutuilhet en ur soñjal e Liz, a voe
kaset d'al laez gant ar mestr evit fichañ e di.

Peurc'hraet e oa kenstrivadegoù dibenn ar miz. Roet e oa bet ar c'haieroù d'ar mestr-skol en-
dro, digor d'ar bajenn dre ar c'hreiz evel boaz ha lakaet bern war vern er stumm-se, prest-kaer da
vezañ reizhet.
Evit gwir skritur merc'h ar skolaer a veze gwelet gwall-alies er c'haieroù-se. Skoazellañ he
zad a rae ha merkañ enno gant liv ruz ar menegoù : mat, mat-a-walc'h pe fall, diouzh ma vije.
17

Marteze, - piv 'oar? - eo hennezh unan eus an abegoù a luske Lan da seveniñ poelladennoù «
peurlipet » a dalvezfe dezhañ kel lies all a « vat-tre » gonezet mat.
En dro-mañ e voe lavaret dezhañ gant e vestr kemer ar c'haieroù-holl evit o c'has d'an nec'h
d'e di.
Talmiñ a rae kalon Lan pa zigoras Liz an nor. Dre an toull e tapas Lan gwelout bodoù
bleuñv-lireu e dorkad, en ur pod, war lein he fiano.
Ober a reas ar gefridi dezhi.
Dre m'o c'hemere digantañ, a-zindan ar c'haieroù e teuas o bizied da stekiñ. Chom a rejont
en o sav dilavar ur pennad berr, lentaet dezho un tamm bennak ha Liz ne savas ket he malvennoù,
pa lavaras Lan : kenavo... a-raok diskenn buan gant an diri.

Bremañ e oa an hañv hag an amzer gaer. Tremenet da vat evit Lan hag an Taleg, pa oant deut
a-benn da dennañ pep a yalc'had da vont d'ar skolaj d'ar gêr vras. Laouen o mestr ivez p'he devoa
graet berzh e verc'h en hec'h arnodenn dibenn-bloaz, gant ur meneg enorus war ar marc'had.
An hañv, an heol skedus, an amzer vrav ha tomm. Da skolig e oa aet ar skol ha da c'hedal
mont pep hini diouzh e du er vuhez e voe divizet evit klozañ, skolidi ar c'hlas uhel gant o mestr,
ober un droiad d'an aod da gaout berr-amzer war c'hlann ar mor. Kouronkañ, pesketa, kas c'hoarioù
en-dro a vije graet, ha neuze debriñ merenn war an traezh.
Tridal a reas Lan gant ur barrad levenez pa ouezas e teue Liz ganto da heul he zad.

A-greiz-holl, e korn-tro hent ar Feunteunigoù war ziskenn etre ar gwez skav, e tispakas ar
mor hag ar reier, an draezhenn hag ar bili. Tre a oa. Pell-pell e oa en em dennet ar mor. Ne zaleas
ket Liz da vont en unan eus al logelloù prenn da ziwiskañ he brozig-hañv ha da redek, nebeudig
goude, davet ar mor da gouronkañ ennañ.
Ar baotred-i a oa gant ar mestr war ar reier da veskleta ha da besketa er poulloù-dour. Lan,
eñ, a oa chomet war ar bili, e disheol ul logell, war zigarez teurel evezh ouzh an dilhad. Huñvreal a
rae en avel hag, e sell o parañ war glaster an oabl hag ar mor, e save ar c'hoant ennañ a-greiz-holl,
da nijal kuit war eskell ar skraved-hont da vroioù burzhudus dianav, d'ar re end-eeun n'anavezje
biken moarvat...
18
Dont a reas Liz eus an dour.
Pa savas Lan e benn e welas c'hoarzh yac'h he dent gwenn hag hini he daoulagad. He blev
gleb a zivere a bep tu war he jodoù livrin. Mari Morgan, doueez ouez ar mor, e oa evel stag outi holl
gevrinoù ar bed yen divent, hini ar bezhinoù hag ar miliadoù a voudoù o vevañ hag o fifilañ dindan
gorre an tonnoù.
Davetañ e teue, mibin evel un heizez skañv, gant fiñvoù heneuz, aketus da stekiñ he zreid
noazh ouzh ar mein brasa, da virout ouzh ar re lemm d'o gloazañ.
- Ha mat e oa an dour ?
- O ya, dispar. Dreist e gwirionez, ha klouar ! Ha c'hwi, n'ez eot ket e-barzh ? Chom a rin da
ziwall an traoù e-keit-se mar kirit.
- Nann, trugarez deoc'h, rouzañ en heol a blij din gwelloc'h. Gwell e kavan chom amañ...
ganeoc'h. Sellout outañ a reas Liz ez-hir. Azezet kichen-ha-kichen e chomjont o-daou hep rannañ
grik.
Ur poent a voe ma tibabas Liz ur vilienn wenn-kann, unan grenn, kuñv ha flour. Hec'h
astenn a reas da Alan da welout. Lan he c'hemeras, he lakaas e palv e zorn kleiz ha, gant ur c'hreion
bihan, a dresas enni ur galon. Ouzhpenn e skrivas en he c'hreiz an div lizherenn-mañ : A evit Alan,
L evit Liz. Lakaet dezhi ar vilienn en he daouarn en-dro, e ruzias Liz un tammig.
- Liz...
Hi avat, he fenn troet a selle eeun dirazi, neket ouzh Lan. Sav-disav e oa he bruched
yaouank. Lan a wele he blev o fichal en avel. Bremañ e oa aet ar mousc'hoarzh diwar he muzell.
Fromet e oa.

Kriadeg war an traezh : « D'ar mor ! d'ar mor !» Echu ganto meskleta ha patouilha er
poulloù en em strinke ar baotred a-dreuz-korf en dour.
- Echu eo skol da vat, eme Lan. Klevet em eus ivez en deus goulennet ho tad bezañ skolaer e
Brest.
- Gwir eo.
- Me ivez, Liz, a yelo di. Gonezet em eus ur yalc'had. D'ar skolveur ez in. En em welout a
raimp c'hoazh, ket 'ta ?
- Ya, Lan, en em welout a raimp c'hoazh.
- Neuze on laouen, emezañ.

KERLANN.

19

Razheta

Chingawa, anvet ivez al Louarn-Kozh, a oa ur chaseour ampart-bras hag aotre em boe da


vont d'e heul da zeskiñ ar vicher goude m'am boe roet dezhañ ur gontell gozh na servije ket mui din
da netra.
Un deiz, e kreizig-kreiz ar goañv, ez ejomp da chaseal ar razhed musquash e lennoù un
draoniennig nebeut anavezet. E-giz armoù hor boa ur gizell vras, ur pig bihan, ur vazh hirhir beget-
houarn hag ur vazh all, skañvoc'h, hir ha plegus. Ganeomp e kasemp ivez boued ha keuneud -
morse ne da ur gwir Indian en hent hep kaout peadra da zebriñ ha d'ober tan ,- ha palennoù, peogwir
e vije ret tremen an nozvezh er-maez.
Goude kerzhout un nebeut eurvezhioù a-dreuz koadeier dizeliet, ez errujomp e-tal ul lenn a
save warnañ, a-us d'ar skorn, amañ hag ahont, tosennoù bihan lec'hid ha geot : e-barzh pep tosenn,
hervez al Louarn-Kozh, e oa un dousennad razhed musquash, pe muioc'h zoken, o kousket sioul.
Pa ne oa na toull na digor d'al lochennoù, ne welen ket mat penaos e vefe tapet al loened.
Ret e vije, marteze, diskar an tosennoù bihan a daolioù pig ; met daoust ha kavet e vije al loened
neuze ? Sur-mat o defe dibabet tec'hout dre zindan ar glerenn.
Ma oan-me nec'het, al Louarn-Kozh ne oa ket : teurel a reas e vinvioù e-tal un dosenn ha
stagañ kerkent gant al labour. Met n'eo ket war al lochenn e skoas : un toull a reas er skorn un daou
droatad bennak diouti, goude-se un toull all, hag un trede, hag en diwezh ur pevare. Neuze e lezas
an traoù evel ma oant ha mont, gant e gizell, d'ober toulloù en-dro d'al lochennoù all. D'ar poent-se
hepken e teuas da gaout an dosenn gentañ adarre.
Ar wech-mañ e viras a ober an disterañ trouz : ur roued ler a dennas eus e sac'h, he stagañ
ouzh ur gordenn, lakaat ar gordenn-se da dremen dindan ar glerenn war-bouez ur vazh hir ha div
vazh all berroc'h ha forc'hek, ken e voe stegnet ar roued dindan al lochenn a-benn an diwezh, he
fevar c'horn dalc'het gant ar gordenn er pevar zoull.
Evel-se ne c'helle mui ar razhed tec'hout. Daoust hag eñ e oant e-barzh o zi, avat ? Sur e
oant, eme an Indian ; ha diskleriañ a reas din neuze perak n'en doa ket stegnet ar roued kerkent ha
kleuzet an toulloù : ret e oa lezel al loened da zispontañ ha da zistreiñ d'ar gêr ; rak, evel ma ouzer,
n'hall ket ar razhed chom pell e-barzh an dour.
20
E berr amzer e voe diskaret al lochenn ha setu ma weljomp en diabarzh, hanter-gousket pe,
kentoc'h, trellet o daoulagad gant ar goulou, eizh pikol razh musquash tamolodet er man sec'h. A-
raok din bezañ gallet gwelout mat, avat, en doa va mignon toullgofet anezho gant e vazh lemm.
En ul lochenn all e voe tapet c'hwec'h, en drede tri hepken met er bevare ne oa nemet unan
ha c'hoazh ne chome dioutañ koulz lavaret, nemet an eskern hag ar c'hroc'hen : en e gichen e oa
relegoù dek loen all. Souezhet-bras, e sellis a-dostoc'h ; an toull a c'helle ar razhed tremen dezhañ
da vont e-barzh an dour a oa bet stanket gant ar skorn ha, bac'het en o zi, o doa al loened bihan en
em gannet hag en em zebret kenetrezo ken na oa mui chomet nemet unan bev. Alies-tre e c'hoarvez
ar seurt traoù pa vez yen-yen ar goañv, a gontas din an Indian : a-walc'h e vez d'ar razhed chom un
nebeut eurvezhioù hep mont er-maez evit ma vefe klozet dor o zi, ken e rankont chom ennañ da
vervel gant an naon.
Dont a rae an noz, rak diwezhat-tre e oamp erru war vord al lenn. Kinnig a reas va mignon
diskuizhañ betek ar mintin ha ni ha mont neuze etrezek ur c'hoadig pin da dremen an nozvezh.
Avaloù e-leizh a oa eno hag aes e voe ober un tantad brav. Naon du a oa deomp ha siwazh ne chome
tamm boued ebet da zebriñ. Va mignon, avat, ne ziskouezas ket bezañ nec'het : sioul-kenañ e
tiskroc'henas un nebeut razhed, krazañ anezhe war ar glaou ruz hag o debriñ a galon digor. Evidon,
daoust pegen marnaoniet e oan, e kavis gwell chaokat goullo eget ober un tañva d'ar c'hig-se.
Loargann a oa. Ur gwiskad erc'h tanav a c'holoe an douar ha goustadik e heje ar gwez-pin o
skourroù gwenn-holl. Bamet e chomen dirak an arvest.
Hogen setu ma voen tennet a-greiz-holl eus va rambreoù gant un trouz souezhus, evel pa
vije bet ur bagad chas o harzhal. Sellout a ris ouzh va mignon.
«- Bleizi !» emezañ hep paouez a chagellat e gig razh.
Kreñvoc'h-kreñvañ e tregerne ar yudadennoù ha bremañ e kleven c'hoazh galoup ul loen
bras war an douar kalet. Nebeut goude e tifoupe eus ar c'hoad ur c'harv-ejen (cervus tarandus) hag a
lamme kerkent war glerenn al lenn. Aes e oa gwelout diouzh an doare ma tiruilhe an dour-c'hwez
war e gostezioù, e oa skuizh-divi. Dem war e lerc'h e rede ar bleizi : un dousennad bleizi gwenn
gant frioù hir, divskouarnoù lemm ha korfoù treut.
21
Diouzhtu e oan aet em sav. N'eo ket saveteiñ ar c'harv a felle din, hogen gwelout an emgann
hag ivez klask tapout ur jelkennad kig mat, evit koan. Kregiñ a ris 'ta em bazh ha redek da heul ar
vandenn hep teurel evezh ouzh garmadennoù va mignon.
Pa erruis e-tal al lenn e oa ar bleizi o stlejañ korf ar c'harv war ar glerenn : aes e oa bet dezho
tizhout al loen paour rak int a gave krog er skorn gant o skilfoù lemm tra na rae ar c'harv nemet
riklañ hag asoupañ. Buanoc'h c'hoazh e redis neuze, e soñj argas ar bleizi ha kaout ar c'harv
evidomp. Souezhet-bras e voen, avat, ha spontet-bras ivez, pa welis e stage ar bleizi da stourm
ouzhin, digor-bras o beg ha skedus-flamm o daoulagad, e-lec'h kemer an tec'h. Ha kaer am boa,
skeiñ en ur youc'hal kreñvañ ma c'hellen, ne rae an taolioù nemet isañ al loened drouk.
Tenn e oa ar c'hrogad ha santout a raen va nerzhioù o vont diouzhin pa welis va mignon ar
C'hroc'hen Ruz o tont d'ar red gant e gizell vras en e zorn ha ker brav e reas e labour ma kouezhe
kent pell war ar skorn, torret o fenn pe toullgofet ar bleizi n'oulent ket mont kuit.
Chom a rae ar c'harv-ejen ganeomp. Daoust ma oa bet debret tost an hanter anezhañ, e oa
c'hoazh peadra da aozañ ur goan vrav. Ha va c'heneil, goude m'en doa krignet tri razh musquash
betek an eskern, a stagas da blantañ e zent e kig sasun ar c'harv evel pa vije chomet hep tamm e-
doug ur pemzektez.

MAYNE-REID.

22
Evit ar vugale.

AR BLEIZ HAG AR SEIZH MENNIG

Lakaet e brezhoneg evit Gwennig hag Anna.

Ur wech e oa ur c'havr gozh hag he doa seizh mennig. Karout a rae anezho evel ma oar ur
vamm karout he bugale. Un deiz ma tlee mont er c'hoad da zastum geot evito, e c'halvas he seizh
mennig war he zro ha lavarout :
« - Setu ma'z an d'ar c'hoad, va bugale garet. Diwallit mat diouzh ar bleiz. Ma lezit anezhañ
da zont tre e tebro ac'hanoc'h holl, kroc'hen hag eskern. Ampart-bras eo ar pezh drouk, met aes ez
anavezot anezhañ diouzh e vouezh c'harv hag e bavioù du. »
«- Fur e vezimp, mamm garet », a respontas ar seizh Mennig. « Dizaon e c'hellit mont en
hent. »
Kenavo a lavaras dezho ar vamm-c'havr en he yezh, ha hi kuit.
Nebeut goude e voe skoet ouzh an nor.
« Roit digor din, va bugale garet », eme ur vouezh ;« ho mamm on ha traoù brav a zegasan
deoc'h, »
Koulskoude ez anavezas ar menniged mouezh c'harv ar bleiz
«- Nann », a c'harmjont holl, « nann, ne vi ket lezet da zont tre. Hor mamm a zo flour ha
plijus he mouezh ha te a gomz kalet ha garv. Ar bleiz out. Kae kuit !»
Mont a reas ar bleiz en ur stal ha prenañ un tamm amann. Hen debriñ a reas, ken e teuas e
vouezh da vezañ flour-tre. Dont a reas dirak an nor adarre, skeiñ ha lavarout :
« - Roit digor din, va bugale garet. Ho mamm on ha traoù brav a zegasan deoc'h. »
E bav en doa lakaet ar bleiz war gwerenn ar prenestr, avat. Her gwelout a reas ar menniged,
du-holl ma oa, ha lavarout :
« - Nann, ne vo ket roet digor dit. Hor mamm n'eo ket du he favioù. Ar bleiz out. »
Redek a reas ar bleiz da di ar miliner ha lavarout :
« - Miliner, laka bleud war va fav. »
23
«- Hep mar na marteze, e fell d'ar bleiz ober droug
d'unan bennak », eme ar miliner outañ e-unan. Hag e respontas :« Nann, ne rin ket. »
«- Mat », eme ar bleiz o tigeriñ e c'henou bras, « ma ne
rez ket, az tebrin. »
Aon en doe ar miliner, ha kerkent e reas d'ar bleiz ur pav gwenn-holl. Rak aes e pleg an dud
p'o devez aon.
Evit an trede gwech ez eas ar pezh drouk dirak an ti.
«- Roit digor din, va bugale garet. Ho mamm on ha traoù brav a zegasan deoc'h. »
Hag ar menniged da respont, rak menniged fur-tre e oant :
«- Diskouez dimp da bav, ma welimp hag eñ ez' out hor mamm garet. »
Lakaat a reas ar bleiz e bav war werenn ar prenestr, hag e weljont e oa gwenn-holl, ha n'o
devoe mui aon, hag e tigorjont an nor. Met piv a zeuas tre ? Ar bleiz drouk an hini 'oa. Klask a
rejont kuzhat. An hini kentañ a yeas dindan an daol, an eil e-barzh ar gwele, an trede er siminal, ar
pevare er gegin, ar pempvet en armel, ar c'hwec'hvet er sailh hag ar seizhvet e boest an horolaj. Met
o c'havout holl a reas ar bleiz, digeriñ e c'henou bras, ha lonkañ anezho evel gwestell bihan. Ne
gavas ket an hini yaouankañ, avat, a oa kuzhet e boest an horolaj. Debret gantañ ar c'hwec'h mennig
ez eas ar bleiz d'en em astenn er prad e-kichen an ti, dindan ur wezenn, hag eno e chomas kousket.
Nebeut amzer goude e tistroas ar vamm-c'havr d'ar gêr. Rannet e voe he c'halon pa welas e
pe stad e oa an ti. Digor-ledan e oa an nor, taolet d'an traoñ an taolioù hag ar c'hadorioù, torret ar
sailh, disc'hraet ar gwele. Kaer he doe klask he bugale, n'o c'havas e nep lec'h. Neuze e c'halvas
anezho, an eil goude egile, dre o anvioù, met hini ebet ne respontas. En diwezh, pa voe tro an hini
yaouankañ, e savas ur vouezhig flour :
«- Mammig karet, e boest an horolaj emaon, ha n'hellan ket mont er-maez. »
Sachañ a reas ar vamm anezhañ eus e doull-kuzh, hag e kontas dezhi penaos e oa deut ar
bleiz teir gwech ha penaos en doa debret ar c'hwec'h mennig. Aes deoc'h soñjal pegen glac'haret e
voe ar c'havr.
Kalon a savas dezhi evelkent, ha setu ma'z eas da glask ar bleiz, he mennig diwezhañ ouzh
he heul. Pa zegouezhas er prad e welas al loen fall o kousket hag en e gof e oa traoù a fiñve.
«- Va Doue », emezi, « daoust ha bev e vefe c'hoazh va bugale ? Daoust hag o lonket en defe
hep terriñ askorn ebet dezho ? »
24
Lavarout a reas d'ar mennig yaouank mont buan d'ar gêr, ha degas dezhi ur re sizailhoù, un
nadoz hag un tamm neud. Ha hi ha digeriñ neuze kof ar bleiz gant ar sizailhoù. Kerkent e tiskouezas
ur mennig e benn dre an toull. Derc'hel a reas ar vamm da droc'hañ hag ar c'hwec'h bugel a
zilammas er-maez hag a redas en-dro dezhi. Hini ebet n'en doa droug ebet. Laouen e oant holl, ken
e oant. Hag int da lammat uhelañ ma c'hellent ha da bokat d'o mamm muiañ ma c'hellent. Met ar
c'havr gozh ne oa ket echu he labour.
« Kit buan, ha degasit din mein bras ha tev », emezi d'ar menniged. « Karget e vo e gof d'al
loen drouk keit ha m'emañ kousket. »
Ha gant mein e voe leuniet kof ar bleiz. Goude e voe gwriet ar c'hroc'hen ha ken ampart e
reas ar c'havr gozh he labour ma ne fiñvas ket al loen drouk zoken.
Pell amzer e chomas ar bleiz kousket c'hoazh. Pa zihunas en doe c'hoant evañ hag ez eas
war-du ar puñs a oa e-kichen. Tra ma kerzhe, avat, e stoke ar mein an eil ouzh egile gant trouz bras,
ha pounner-pounner e oant ivez.
«- Petra 'zo ?» a c'houlenne ar bleiz outañ e-unan. « Koaniet em eus diwar c'hwec'h mennig
tener, ha lavaret e vije n'eus nemet mein e-barzh va c'hof. »
Degouezhout a reas e-tal ar puñs ha stouiñ da evañ. Met pouez ar mein a sachas anezhañ
d'an traoñ. Kouezhañ a reas ha beuziñ.
Bez 'e oa ar seizh mennig o sellout a-bell. Dont a rejont buan en ur ganañ laouen :
«- Marv eo ar bleiz ! Marv eo ar bleiz !»
Hag int holl da zañsal, o'n em zerc'hel kenetrezo dre o favioù a-raok, gant al levenez. Hag ar
vamm-c'havr ivez a zañsas ganto.
(Hervez ar vreudeur GRIMM. )

Gerioù na gaver ket e-barzh « Les mots du breton usuel »(Editions de Bretagne, Square du Casino,
La Baule) : avat, cependant ;
mennig, chevreau ; pav, patte.

25
Barzhonegoù

Kanenn evit Deiz an Anaon

1.
Henozh e teu Kala-Goañv en e splannder,
Kala-Goañv ar mil sklerijenn o lugerniñ dreist ar bloaz.
Kala-Goañv ar Gouloù,
ma trido pep ene laouen er baradoz,
ha pep kig e-barzh ar pri,
pep kroc'hen en arched,
pep askorn er garnel,
ha pep elfennig dister e bronn an ervenn, e kalon ar puñs hag e skevent ar goabrenn,
a pement a zo bet den.

Hag e savo davet an Neñv hor c'hoant,


a holl nerzh hon hiraezh,
davedoc'h, Itron,
ha davet ho Mab,
a zo diouganet,
an holl Sent ganimp o c'hedal,
an holl Sent habask
en o c'hustod a-us d'ar gouleier,
gwenn o bed.

Hag ar bed du
a vo ivez o' c'hedal ;
an had en douar pounner;
hag er c'hrevier izel dindan ar glav,
teñval a-raok serr-noz,
al loened mut ;
ha war an hent,
displann etre ar mor hag ar run,
en amheol melen gleb,
ar c'hantreer.

26
2.
Kasoni ebet
ouzh ar re-se a roas o buhez yaouank
evit ar pezh a grede dezho a oa glan,
.. ha piv a lavaro e oant faziet ?
ha piv a lavaro eo faziet an delioù
diframmet diouzh ar gwez gant ar reklom,
o vont, darn gant red ar stêr dindan rod ar vilin,
ha darn dindan rod ar c'hirri e pri an hent ?

Kasoni ebet,
na zoken ouzh ar re a zo bet kriz ha fall,
mezvet er gwad ha dallet gant an anien hudur
a hun e kalon ar bugel e zaoulagad glas dinamm.
Sell ouzh sell,
dir ouzh dir,
hennezh en tu all d'ar c'hleuz,
va enebour,
va c'henseurt,
war hon tro kened ar bed,
etrezomp netra
nemet an Ankou.

3.
Ha d'ar re-se ez eus bannieloù,
trompilhadeg ha taboulinadeg ha pavatadeg kezeg ha fraoñvadeg kirri-tan.
stirlink medalennoù,
koakadeg krak aotrounez e yezh ar Gall,
oferennoù war gan,
safar an ograou meur,
eskibien ha chalonied leizh ar chanteleoù,
hag ar c'hloc'h bras o seniñ glaz
da gêr a-bezh da selaou,
ha kroazioù maen ha kalvarioù kizellet,
ha bolzioù-eñvor diouzh an druilh.

Ha d'ar re-mañ ne deus


nemet ur ger
war ziweuz ur c'heneil reuzeudik en dienez, en harlu pe er vac'h;
nemet oferennig
didrouz e korn un iliz, mintin abred,
ur beleg lent e zaouarn glas gant ar riv ;
nemet ur chapeled
war varlenn ur c'hoar
hec'h-unan penn.

27
D'ar re o deus da garet, Breizh,
a zo bet da vibien, Breizh,
a zo bet da wizien, Breizh,
dalc'hmat ha da viken.

4.
Maouezig du en alez ar vered,
o vont da-unan,
evel un dallez,
evit piv ar bleunioù-se
a stardez ouzh da vrennid
gant bizied treut ?

Evit piv ?
dirak petore bez,
e-kreiz ar mil a vezioù pinvidik, perc'hennet-lorc'hus,
e chomi-te a-sav ?
N'eus dit bez ebet,
te 'oar.

Kouezhet eo da vab
evit Breizh,
gant plom o Lezenn
toullet-didoullet
e gorf nerzhus.

Pelec'h e lakai-te da vleuniou,


mammig divab ?

Sede ar gael ahont o vont da glozañ,


ar c'hloc'h o lavarout an eur,
ha te hepken,
an hini diwezhañ,
e-kreiz an alez,
o termal,
te ha da vleunioù,
e skeud an abardaez.

Sellit ar follez,
a zilianam he zorkad,
hen stlap en avel,
bleunienn amañ, bleunienn ahont,
hag a ziskenn, krommet he c'hein,
er straedoù leun a noz.

28
5
Troc'hit ar bleuñv ha plezhit kurunennoù
evit ho re varv n'o deus bevet nepred ;
bleuñv a vo c'hoazh er pradeier evit
hor re varv na varvont nepred.

Diframmit eus pep mengleuz a-dolpadoù


danvez d'ho kroazioù benet er stumm a girit,
evit ho re hoc'h eus berniet kroazioù arem war o bruched,
o lavarout : « bremañ ez int tud veur »:
reier a chomo c'hoazh gant hor Mamm en hec'h askre,
diven, er stumm a gar, evit hor re-ni,
ha n'he deus tamm ezhomm e ve kinklet o bruched
evit gouzout ez int he Mibien,
ar re o deus he c'haret,
hec'h anavezet,
ar re a gar hag a anavez.

Ha pelec'h emañ bez Nominoe ?


Ha pelec'h emañ bez Janed Flamm ?
Ha pelec'h emañ bez Pontkalleg ?
Ne vern, ne vern.
War da varlenn
emaint kousket, Breizh,
da holl vugaligoù,
o vont da zihuniñ.

6.
Nann, maouezig du, ne oa ket ret dit
prenañ d'az mab an torkad ac'h eus drailhet,
rak kened e vro a zo dezhañ
ha d'e gen feal
gwitibunan.

Ha pa ve o eskern en tu all d'an Douar,


emaint e Breizh,
ha Breizh zo dezho
int zo Breizh
ha Breizh zo int.

Int ar park-hont,
a vleunio d'an nevez-amzer;
int ar wezenn-hont,
a vroñso d'an nevez-amzer ;
int ar bugel-hont,
a vo gour d'hon nevez-amzer.
29
7
C'hwi a savas da Vreizh un Neved,
a oa ken flamm
ho taoulagad e madelezh ho tremm,
ken bev ho taouarn o stardañ dorn
mignon hag enebour heñvel,

Beleg,
lazhet war lez an hent evel ur c'hadour,
dindan an dirienn,
e-kreiz ar menezioù bremañ gourvezet,
ne lavarint ket hoc'h anv.

Ha perak e lavarfent
an anv-se a drid a c'heotenn da c'heofenn,
a brad da brad eus an Argoad d'an Arvor,
a donn da donn betek pellañ lochenn an harlu,
ma skiltr hor yezh war vuzell gozhiad pe vugel ?

Tevel a raint,
moarvat ma vo klevet gwelloc'h an anv-se,
ha douget gant an heklev dre 'n oabl ec'hon,
betek an heol war enezennoù seder
ar Yaouankiz,
ha c'hwi eno e-mesk ar Sent kozh bepred yaouank,
o vinnizien gant ho taouarn ken lintrus
ar re a gerzh war ho lec'h,
da vevañ evit Breizh,
ha da vervel.

8.
Pep geotennig eus ar prad a gont un istor
en deiz-mañ santel,
pep geotennig nevez diwanet,
hag hi karget gant furnezh ar bed-holl,
gant anken ar bed-holl,
gant gwad ar bed-holl,
pep geotennig hir hec'h eñvor,
a lavar ez eus bet tud war al ledenez-mañ ;

Lod a oa blot evel al latar,


ha lod kalet evel ar vein,
hag al latar a bleg hag a veuz hag a aloub,
hag a guzh ar vein.
30
Kuzhet ar vein er glouarijenn,
a-hed an eurvezhioù,
an dour o verañ goustad war o dremm,
o dremm uzet ha krignet ha kozh,
an dour o verañ ingal,
evel peurbadus,
pennek, ouzh o livnañ, ouzh o sunañ, ouzh o zeuziñ.

Da betra, dour ?
Al latar a dec'h.
Ar vein a van.

9.
Kanomp,
rak an deiz-mañ e penn ar mizioù du,
a zo deiz an eneoù gwenn,
taolet pep saotr diwarno.

Ar sent kozh en o c'hustod


gant o saeoù alaouret,
a oar,
hag a vousc'hoarzh ouzh ar Plac'h
a vezo mamm
d'an Doue Yaouank.

An Doue Yaouank a nevezo


ar bed,
evit mervel,
ha dasorc'hiñ da viken.
Evel ma'z int marvet,
ar re gadarn, ar re yaouank, ar re c'hlan,
da neveziñ
Breizh o bro,
d'o nizien en un heuliad hir da vervel ha da zasorc'hiñ da viken.

Had, trid en douar pounner ;


loened, bezit laouen en ho krevier tomm ;
ha te, kantreer ar beuznoz,
argas diouzhit truilh an arvar ;
sell ouzh an anaon,
hon anaon dimp-ni,
er c'huzh-heol flamm,
dreist da valir ar run,
a-us d'ar mor gwenn,
o tiskouez dit an hent.

Roparz HEMON.

31

Tri Barzhoneg
-I-

E-kreiz hor bale dinec'h ha didrouz


Ac'h eus roet ur sachadenn d'ar weskenn dir.
Ha kentizh va ene da winkal,
Va c'halon dieub d'an daoulamm, da dec'hout.
Bouzar ouzh ar vouezh a sav er pellder,
e tro, spouronet gant trouz he lammoù,
'Vel an ebeul feul, pa strap e garnoù.

-'Giz ur gwin mezvus eo blaz ar frankiz.


Torret ar breoù hag an ereoù,
Kuit a vestr, kuit a gabestr,
E pradoù bras ar faltazi,
Red.
- Nemet on skuizh dija gant ar c'hantren.
Perak eo ken trenk c'hwez ar bleuñvegi,
Ha ken gouelvanus kanenn an evned ?
War ar bed, e tiskenn noz ar pec'hed, a daol-krenn ;
Pebezh kañv e kalon an hañv !

Met du-hont, a frealz, e sav ur goulou,


Gant na vezo ket lazhet re abred !
Ken hir ha ken tenn 'vo hent an distro !
Pegoulz e klevin c'hoazh heson da vouezh lirzhin,
Ouzh va gervel a ziabell ?

Hiboud ur stivell dost a zeu din gant ar gwent ;


En he bevder glan e soubin va fenn.
Met ur skleriadenn a zaskren mibin.
Un dremm 'zo aze, e-kichen va dremm,
O'n em velezourañ e boullder an dour.

Eus keit-se e oas deut en arbenn din, a Sklerijenn !

II
Pep hini ac'hanoc'h am galve galloudus
Da sonadeg veur an Tri.
Aet on 'barzh ho c'hoari...
32
Echu ar sec'hed, an naon,
An deñvalded hag an aon...
Pegen marzhus eo tarzh, an deiz !
En dro din e koroll mibin
Kelc'hienn ar Vuhez hag ar Levenez.
Chal ha dichal hor c'harantez a ya laouen
'Hed an Droellenn didermen.
E pep lec'h 'mañ he c'hreiz
Hag an dour bev a strink a bep tu.

Pe ganenn-lid a sav diouzhin,


A zasson hag a drid
War va diweuz o tigeriñ en desped din ?
Da biv ar galon
Hag a lamm taer ennon,
Ken eston he c'hoari ?

Da bep hini ha d'ho Tri,


Tad, hag a gar ennon e Vab,
Verb, hag a gar ennon e Dad,
Spered, a gar ennon an Eil hag Egile,
Treinded, hag en em gar e kreiz don va ene !

III
« Aviel Hervez Yann, Pennad V»

Evel an den seizet, 'kichen Dor an Deñved,


Emaon gourvezet dinerzh war ribl al lenn ;
Birvilh an dour a gan pa zeu Spered Doue :
Gallout sevel neuze, tostaat, en em deurel,
Klevout tusk ar gourlenn o tont bet' em c'halon.

Hogen lazhet eo bet an tan war ar menez,


Ha pep tra zo difiñv ha divuhez ennon ;
Yenijenn, glac'har ha maro !
Nemet e lugern c'hoazh e don va daoulagad,
Ar c'hoant dit-te, a va Doue !

N'eus den hag am zaolfe en berv bagol an dour,


N'eus den a barefe va ene lovr ha mut,
Ha piv a roy din-me ar gomz hag ar c'hleved ?
Ma c'hellfen gant estlamm ha gant eston laouen,
Klevout lusk ar gourlenn o tont bet' em c'halon.
33
Un deiz, a-drumm, 'savo 'n avel ;
Un dra 'glevin, petra ?
A-hed an dour da gammedoù o tont
Ha da frond o vezviñ va c'halon ?
Da zremm o tasskediñ war velezour al lenn ?...

N'ouzon nemet e vo echu gant ar c'housked


Hag e savin nerzhus eus mored ar maro,
War ar menez 'flammino tan nevez,
En dro din e tavo pep trouz hag e c'hellin
Klevout lusk ar gourlenn o tont bet' em c'halon...

BENEAD.

34
C'hoariva

ROPERZH EMMET

( Diwezh )

Notenn. - Tri arvest kentañ ar pezh-c'hoari-mañ, aozet evit ar skingomz, a voe moulet war
niverenn 165 « Gwalarn » (Mae 1944). Setu amañ an tri arvest diwezhañ. O reiñ a reomp er stumm
kentañ, da lavarout eo, aozet evit ar c'hoariva.
Evit ar re n'o deus ket lennet an tri arvest kentañ, setu amañ un diverrañ anezho :
An darvoudoù a c'hoarvez en Iwerzhon, e Dulenn, er bloaz 1803. Un den yaouank, Roperzh
Emmet, en deus aozet un taol-dispac'h a-enep ar Saozon. Lord Kilwarden, ar barner-meur, ha re all
a zo bet lazhet. Roperzh Emmet a zo deut a-benn da dec'hout. Nemet a-raok kuitaat Dulenn, e fell
dezhañ gwelout ur wech c'hoazh e vuiañ-karet, Sara, merc'h Yann Philpot Curran, breutaer brudet.
Paket eo gant ar Saozon, hag eñ o tont er-maez eus ti Sara. Taolet en toullbac'h ha kaset dirak ar
varnerien, ez eo barnet d'ar marv.
Setu amañ roll ar c'hoarierien en tri arvest diwezhañ :
YANN PHILPOT CURRAN.
GWILHERM CURRAN.
STURGEON.
O'DONOVAN.
SARA CURRAN.
AN ITRON GRAY.

Ar pezh-c'hoari, hag eñ diazezet war an istor, a zo un darn vat eus an darvoudoù ennañ faltaziet a-
grenn.

R. H.

35
ARVEST IV

Er bloaz 1805. Un endervezh kaer a viz Gouere, e kêr Dulenn. Ar sal-degemer e ti Yann
Philpot Curran, dres evel en arvest kentañ, an nor hag an daou brenestr digor-bras war al liorzh. E-
kreiz, avat, ez eus un daol, bet aozet warni kement a zo ret da gemer an te : ar jarl bras, hervez giz
an amzer-se, tasoù, asiedoù, pladoù hag all. Er c'horn kleiz, azezet bep a du d'un daolig, ez eus daou
zen o c'hoari echedoù, an alvokad Curran, mestr an ti, hag e vab Gwilherm.
A-bell e klever ur plac'h ha goude ur paotr o c'hoarzhin. Ur volotenn, taolet eus al liorzh dre
ar prenestr, a zeu da ruilhal tre betek treid an daou c'hoarier echedoù. Merc'h an alvokad, Sara,
gwisket-kaer, a zegouezh dre an nor vras en un redek, ur baliked-tennis en he dorn. Ul letanant
yaouank, Sturgeon, ur baliked-tennis en e zorn ivez, a red war he lerc'h.

SARA. - Ar volotenn ? Pelec'h emañ ar volotenn ?


(He breur Gwilherm a stou, a dap ar volotenn hag a ro anezhi d'e c'hoar hep rannañ ger.)
SARA. - N'eo ket deut an Itron Gray c'hoazh ?
CURRAN. - Ma vije deut ho pije gwelet.
STURGEON. - Lavarit kentoc'h hor bije klevet. Rak pa vez va moereb en un tu bennak e oar
diskouez d'an holl n'eo ket mut. Moarvat eo chomet da raneal e-lec'h dont aman rag-eeun evel m'he
doa prometet.
CURRAN. N'eus forzh, n'eus forzh, den yaouank. N'eo ket c'hoazh pemp eur. Amzer hon eus.
SARA. Pa vez va zad gant e echedoù, en devez amzer atav. Deomp da c'hoari.
(Sara ha Sturgeon a ya kuit d'al liorzh adarre.)
CURRAN. - Fall an traoù ganit, va mab.
GWILHERM. - Gortozomp. Gortozomp.
CURRAN - Setu unan din.
GWILHERM. - Ne vern.
CURRAN. - Unan all.. Eched ha mat... Daoust hag amzer hor bo d'ober un taol-c'hoari c'hoazh ?
GWILHERM. - Ne gav ket din. An Itron Gray ne zaleo ket bremañ.
CURRAN. - Lavar din... da c'hoar ?
GWILHERM. - Ya?
CURRAN. - Petra c'hoarvez ganti ?
GWILHERM. - Hen gouzout a rit koulz ha me. O vont da zimeziñ emañ.
36
CURRAN. - Gwilherm, ne vi ket gwerzhet buan, me 'gred, rak morse ne zeu ganit nemet pezh a zo
anavezet gant an holl ; brav an amzer... tomm an heol... pell 'zo n'eus ket bet a c'hlav... an Aotrou
Curran, an alvokad, eo va zad... Sara eo va c'hoar... emañ o vont da zimeziñ gant ul letanant...
Gwilherm, n'eus den ebet a c'hell klevout ac'hanomp, ha goulenn a ran da ali. Nec'het on gant Sara.
Petra soñjez ?
GWILHERM. - Kalon ur plac'h n'hell ket chom atav krignet gant ar glac'har. An natur hag ar vuhez
a rank trec'hiñ a-benn ar fin. Setu daou vloaz abaoe ma'z eo marv Roperzh Emmet.
CURRAN. - Hag e-pad an daou vloaz-se n'he deus graet nemet gouelañ ha dizeriañ, ken na grede
din e oa o vont da vervel. Neuze e ra anaoudegezh gant an den yaouank-se, ha kemmet eo en un
taol. Komz a ra, c'hoarzhin a ra, en em fichañ a ra, kanañ a ra. Lavaret e vije un all.
GWILHERM. - Gwell a se, va zad.
CURRAN. - En em c'houlenn a ran...
GWILHERM. - Karet ho pije gwelout hor Sara vihan o chom evel un intañvez.
CURRAN. - En em c'houlenn a ran ha n'eo ket o klask en em douellañ emañ, e-giz an dud a
c'houzañv re hag a glask beuziñ o glac'har. Daoust ha karout a ra an den yaouank-se evit gwir ?
GWILHERM. - Sturgeon a zo ur paotr hag a dalvez bezañ karet.
CURRAN. Aze n'emañ ket an dalc'h. Ha karout a ra anezhañ ?
GWILHERM. - N'eus ket ezhomm da zaou zen en em garout kement da ober daou bried a-zoare.
CURRAN. - Va mab paour, n'eo ket krennlavarioù a c'houlennan diganit.
GWILHERM. - Sellit, va zad, emañ an Itron Gray o tont.

(Un itron hanter-kant vloaz da vihanañ, daoust ma klask seblantout yaouankoc'h, en em ziskouez el
liozzh. Gwisket eo en he c'haerañ, gant un tog fentus, rodelloù blev o horjellañ war he divoc'h, un
disheolier bihan a-zioc'h he fenn. Gwalennoù e-leizh a lufr war he bizied, ur chadenn aour hag un
dro-c'houzoug perlez a zo en he c'herc'henn, ur spilhenn-alc'houez ramzel war he bruched. Dont a ra
tre er sal en ur serriñ he disheolier.)
37
AN IT. GRAY. - Nann, nann, chomit azezet. O c'hoari echedoù emaoc'h ? Ne fell ket din ho
tirenkañ. Amañ, er gador-vrec'h-mañ e vin mat. Re hegarat oc'h, aotrounez. Kemerit va disheolier
mar plij. Ho trugarez. Pebezh amzer !
Abaoe kreisteiz ne ran nemet redek. An dud er vro-mañ n'ouzont ket bevañ. Gant un amzer evel-se e
rankfed chom kousket an holl endervezh, ha fiñval hepken pa zeu an noz. Pelec'h emañ an dud
yaouank ? Int eo moarvat am eus gwelet o c'hoari eta ? C'hwi zoken, aotrou alvokad, hag a dapan o
c'hoari ! Me a gave din e oac'h dalc'hmat o labourat. Labourat ! Piv a labourfe, un devezh evel
hemañ ? Met fistilhañ a ran, ha n'em eus ket goulennet eus ho keloù.
CURRAN. - Mont a ra mat, mat-tre, itron.
AN IT. GRAY. - Ha Sara? O, n'eus ket ezhomm gou1enn. Ur plac'h yaouank o vont da zimeziñ ! Ha
koulskoude... Met c'hoariit, c'hoariit. Arabat ober van ouzhin. Gwelout a ran on degouezhet re
abred. Chom a rin sioulik da ziskuizhañ em c'hornig hep direnkañ den ebet. A, disoñjet em eus
degas va aveler ganin. Aotrou Gwilherm, ma ve ho madelezh kavout unan din... Trugarez. Ne
c'hoariit ket ?
CURRAN - Echuet hor boa, itron.
AN IT. GRAY. -- Gwell a se, gwell a se. Poltred mamm Sara eo a zo e-tal ar siminal ? Nag heñvel
eo ar verc'h ouzh he mamm ! Va niz, me 'gred, en deus chañs. Etrezomp, Aotrou Curran, ne viot ket
fachet ma lavaran deoc'h eo ur vamm a vanke ar muiañ d'hor paour kaezh Sara vihan. Ne vije ket
chomet keid-all da zougen kañv ma vije bet ur vamm en he c'hichen d'he frealziñ ha da ziskouez
dezhi an traoù evel ma oant. Rak ar merc'hed, kaer 'zo lavarout, o deus muioc'h a skiant-vat eget ar
wazed. Na rit ket goap. Zoken ur follez kozh eveldon a oar rik pezh a zo d'ober, pa chom ur gwaz e
fri war ar gloued. N'eo ket fougeal a fell din, met pa' m eus kavet Sara em eus gwelet diouzhtu e oa
aze ur vuhez da saveteiñ. He c'hemeret em eus dindan va askell, e-giz ur yar ur poñsin. Ha deut on
a-benn.
CURRAN. - Kalz a anaoudegezh-vat am eus en ho keñver, itron, evit ar pezh hoc'h eus graet.
AN IT. GRAY. - Nann, nann, me 'oar ar pezh a soñjit, daoust m'oc'h re seven da gomz. Brudet on
amañ evel unan a dremen hec'h amzer oc'h ober bazhvalan. Petra fell deoc'h ? Un intañvez, pa ne
gouezh ket en devosion, a rank klask ur pried dezhi hec'h-unan, pe glask priedoù d'ar re all. Pa ne ra
ket an tri zra war un dro. Ha feiz, c'hwec'h eured am eus graet e pemp bloaz, ha war ar c'hwec'h,
n'eus bet nemet un divors. N'eo ket fall. Bremañ e ran ar seizhvet. Hag evit ar seizhvet em eus
dibabet va niz. N'hellit ket klemm oc'h bet ar gwashañ servijet : ur paotr mat, kaer, speredek, dres ar
pried a oa ret evit ur plac'h a-zoare evel Sara. Ma oa unan a c'helle lakaat ho merc'h da zisoñjal he
Roperzh Emmet, va niz an hini e oa.
CURRAN. - Plijet gant Doue, itron, e lavarfec'h ar wirionez.
(Sturgeon ha Sara a zen tre.)

38
AN IT. GRAY. Gwelout a ran hon tud yaouauk. Emaomp ouzh ho kortoz abaoe un eur. A pa vezer
eveldoc'h, ne gaver ket hir an amzer ! Ma vijec'h deut abretoc'h ho pije klevet ober ho meuleudi.
Evit ur wech n'eo ket o kontañ droug eus an nesañ edomp. N'em boa ket echuet zoken. Traoù am
boa da lavarout d'an Aotrou Curran na n'hoc'h eus ket ezhomm da selaou. Re a fouge a yafe ennoc'h
goude se.
SARA. Mar kirit e c'hellomp mont da c'hoari adarre.
AN IT. GRAY. Nann, chomit amañ peogwir oc'h deut. An Aotrou Curran, me 'zo sur, a zo mall
gantañ bezañ disammet diouzhimp, ha dav eo dimp kaozeal holl a-gevret.
CURRAN. - Ma karfec'h azezañ ouzh taol, itron, ez an da c'houlenn an te.
(Seniñ a ra da c'hervel ar vatezh.)
AN IT. GRAY. - Azezomp, azezomp.
(An holl a azez en-dro d'an daol vras.)
AN IT. GRAY. - Va niz, ha c'hwi Sara, divizet eo bet etre ho tad ha me e vo graet an eured er miz a
zeu.
STURGEON. - Er miz a zeu !
SARA. - Er miz a zeu !
AN IT. GRAY. Va lezit da gaozeal. Gant an daou-mañ n'heller ket rannañ ur ger. Graet e vo an eured
d'ar bemzek eus ar miz a zeu. D'ar seitek ez it kuit d'ober ho peaj. Miret eo bet ar plasoù war ar vag.
Mont a ran ganeoc'h betek Londrez. Met bezit dinec'h, ne chomin ket ganeoc'h. C'hwi a dremeno ur
sizhun pe ziv e Londrez. Da c'houde ez it da Baris, ha da Rom da c'houde. Me a ya war-eeun betek
Taormina, da gempenn va zi bihan d'ho tegemer. Grit pezh a garit ha implijit hoc'h amzer evel ma
karit. Met e miz Kerzu, da ziwezhatañ, e rankit bezañ erruet e Taormina. A-benn neuze ho po
ezhomm da ziskuizhañ moarvat. Tremen a reot ar goañv ganin. Un dra bennak hoc'h eus da lavarout
c'hoazh ?
SARA. - Ho trugarekaat a reomp, itron.
AN IT. GRAY. - Lavarit : ho trugarekaat a reomp, hon tintin. Ha bremañ, e welan e tistouver ur
voutailh eus gwin kozh an Aotrou Curran. Sur a-walc'h eo da evañ d'ho yec'hed, bugale.
CURRAN. - Ne dan ket d'ober ur brezegenn hir, daoust ma'z eo va micher ober prezegennoù, pe
marteze dres abalamour da se.
AN HOLL (o stlakañ o douarn). - Bravo ! Bravo !
CURRAN. - Savit ho kwerennoù mar plij. Kinnig a ran deoc'h yec'hed hag eürusted hon daou
vugel, Sturgeon, a zo lorc'h ennon o tegemer da vab-kaer, ha va merc'h Sara.
AN HOLL. - Yec'hed ! Yec'hed !
39
AN IT. GRAY. - Ha me, ne rin ket ur brezegenn hir kennebeut, rak sur e vefen da ouelañ a-raok
echuiñ. An deiz-mañ, abaoe deiz va eured, a zo kaerañ deiz va buhez. Va niz, un enor bras eo dit
mont en un tiegezh ken doujet hag hini an Aotrou Curran. Klask atav bezañ dellezek eus an enor-se.
Ha Sara, a anvin va nizez hiviziken, e reot din ar blijadur da vezañ atav evel hiziv sart e-giz an heol
ha fresk e-giz ur rozenn. Yec'hed deoc'h, va bugale ! Santout a ran va c'halon gozh o tont yaouank
en ho kichen. Ha koulskoude, Aotrou Curran, etrezomp-ni hon-daou, pa welomp kement-se, e
rankomp anzav n'eo ket yaouankaat a reomp.

ARVEST V

E Taormina, e Sikilia, un ti bihan perc'hennet gant an Itron Gray. Ur sal digor-bras war ur
savenn ma tizoloer diwarni ar mor hag ar menezioù. Nebeut a arrebeuri : kadorioù, taolioù bihan
hag ur piano. E-kreiz ar voger, diouzh un tu, ez eus ur c'hombod-gwele. Nemet kuzhet eo gant ur
stign. Glas eo an oabl, glas ar mor, daoust m'emaomp er goañv. An Itron Gray, Sara ha Sturgeon a
zeu fre.

AN IT. GRAY. - Plijout a ra deoc'h ho kambr, bugale ?


SARA. - Brav-tre eo, va zintin.
STURGEON. -- Ar gwel eus ar prenestr a zo dispar.
AN IT. GRAY. -- Ha leun a heol eo a-hed an deiz. D'ar mare-mañ eus ar bloaz, e miz Kerzu, ne ra
ket a zroug kaout an heol. Ar gambr-mañ oa va hini a-raok.
SARA. - Met ne fell ket dimp kemer ho kambr diganeoc'h, va zintin.
AN IT. GRAY. - Ta, ta ! C'hwi eo ar vestrez en ti-mañ, pe me ? Amañ e vimp mat da gaozzal en
abardaez. Evel ma welit, n'eo ket bras an ti ; evit tri den eo bras a-walc'h koulskoude. Met kaozeal a
ran. Du e tleit bezañ gant an naon.
STURGEON. - Padout a c'hellimp betek koan, a gav din.
AN IT. GRAY. Gwell a se. Neuze it d'ober un dro. E kêr n'eus mann da welout, nemet dismantroù
kozh. It kentoc'h diouzh tu ar menezioù.
(Kerkent ha m'eo aet an Itron Gray kuit, Sara a azez war ur gador.)
SARA. - Ma ne ra netra deoc'h, va mignon, ne daimp ket da vale. Gwelloc'h e ve ganin chom amañ
da ziskuizhañ.
STURGEON. - Skuizh oc'h atav ?
SARA - Skuizh on, hogozik ken skuizh ha ma oan e Rom, en deiz-se ma'z omp aet da welout bered
an Iwerzhoniz. Soñj hoc'h eus em eus ranket azezañ teir gwech a-raok dont en-dro d'an ostaleri ?

40
STURGEON. - Perak ivez hon eus selaouet va moereb ? Ober ur veaj ken hir ! Bepred he devez
menozioù iskis evel-se.
SARA. Na damallit ket ho moereb. Ur galon vat he deus. Deut eo amañ hec'h-unan-penn e-kreiz an
hañv da gempenn an ti-mañ evidomp... Klevit, c'hwi a lavaro din ez eo va faltazi adarre... c'hwi 'oar
ez on disliv, hag ez eus bet goulennet ouzhin nevez 'zo gant estrenien ha klañv e oan... Ma ! ho
moereb, p'he deus va gwelet, n'he deus lavaret netra, netra, na goulennet netra diwar-benn va
yec'hed. Perak an dra-se ? Daoust hag e vefen ken klañv ma n'he deus kredet rannañ ger ?
STURGEON. - Va moereb. Sara, evel an holl re a gomz a-dreuz hag a-hed, a zisoñj an traoù retañ
alies.
SARA. - Nann, merzet em eus he sell o parañ warnon, hag e kave din e oa o vont da lavarout un dra
bennak. Merzet em eus penaos he deus dalc'het war he zeod. Ha c'hwi hoc'h eus merzet ivez.
Lavarit din ar wirionez : touet hon eus e lavarfemp atav ar wirionez an eil d'egile.
STURGEON. - Ar skuizhder eo, Sara, a lak ac'hanoc'h da goll ho liv. N'oc'h ket klañv. Gouzout a
ouzoc'h n oc'h ket klañv.
SARA. Fellout a ra din bevañ. Fellout a ra din bezañ yac'h ha laouen bepred. Ar vuhez, c'hwi 'oar,
n'eo ket bet madelezhus evidon, betek an deiz m'em eus ho kavet. Me ivez, evel ar merc'hed all, am
eus ar gwir da gaout va lod a levenez.
STURGEON. Daoust ha n'em eus ket graet, Sara, kement a c'hellen evidoc'h ?
SARA. - Me va-unan eo a damallan. Me eo. Ne ran ket kement a c'hellfen ober.
STURGEON. - N'oc'h ket eürus.
SARA. - Eürus on, ya, re eürus. Aon am eus da goll va eürusted.
STURGEON. - Perak oc'h chalet?
SARA. - N'on ket evit diskleriañ deoc'h perak. A-boan ma ouzon va-unan... Ha koulskoude... Karet
em bije, va mignon, ho kavout tri bloaz a-raok. Neuze e vije bet mat. Neuze ne vije bet netra.
STURGEON. - Na dermit ket, Sara. Lavarit din d'ho tro ar wirionez : touet hon eus, c'hwi 'oar.
SARA. - Ha ma vefe traoù n'int ket gwir, hag a wisk o tont eus hor genou neuz ar wirionez ? Pezh a
chom hep bezañ lavaret a chom evel un huñvre, hag a c'hell mont kuit evel un huñvre. Ar c'homzoù
a ya don er galon, e kalon an hini a gomz, e kalon an hini a selaou. Ha touellus int alies.
STURGEON. - Neb a gomz avat a zigresk un tammig e boanioù. Ha pa gav d'e selaou unan a
gompren...
41
SARA. Klask a rin... Diaes eo...
STCIRGEON. - Setu amañ va moereb o tont. Komzomp eus traoù all.
(An Itroù Gray a zeu tre.)
AN IT. GRAY. Penaos, n'oc'h ket aet da bourmen ?
STURGEON. - Skuizh oa Sara un tammig.
AN IT. GRAY. Goude ur veaj evel-se, n'eo ket souezh. Ha koulskoude, Sara vihan, n'oc'h ket
kalonek a-walc'h, d'am meno. Pa vezer yaouank eveldoc'h, ne dlefed morse bezañ skuizh. Morse ne
dlefed hen diskouez, da nebeutañ. A a! klevit ar wrac'h kozh o krozal. Na rit van ebet ouzh ar pezh a
lavaran deoc'h, va bugel. Azezomp amañ, ha kontit din ho peaj.
STURGEON. - Ur veaj kaer hon eus graet.
SARA. - Plijus-tre eo bet hor beaj.
AN IT. GRAY. Ur veaj kaer hon eus graet... plijus-tre eo bet hor beaj... Hag e kav deoc'h eo se a
c'houlennan ? Nann, fellout a ra din klevout dre ar munud pep tra a zo c'hoarvezet ganeoc'h adal
m'em eus kuitaet ac'hanoc'h e Londrez betek m' hoc'h eus lakaet ho treid en ti-mañ. Ha ma n'oc'h
ket gouest d'hen ober, ez an da ober goulennoù ouzhoc'h hag e rankot respont.

(Trouz ur c'hloc'hig.)
AN IT. GRAY. Piv a zo o tont d'an eur-mañ d'hon direnkañ ? Gortozit, eus ar prenestr-mañ e weler
piv a zo dindan ar porched... A, va amourouz eo, va amourouz kozh ! N'em boa ket lavaret deoc'h
em boa un amourouz ! Dermot O'Donovan ! Abaoe ugent vloaz emañ o chom en Itali. Krediñ a ra
dezhañ, ma klaskfe distreiñ da Iwerzhon, e vije paket gant ar polis. Deskiñ a ra kanañ d'an Italianed,
me 'lavar, d'ar re-se hag a oar kanañ gwelloc'h egetañ ! Ne vern. Gounit a ra e vuhez evel-se,
kentoc'h fall eget mat, am eus aon. Aotrou Dermot, deuit tre, hag arabat deoc'h ober van da vezañ
souezhet o kavout va niz ha va nizez amañ, rak klevet hoc'h eus oant erruet, m'hen tou, ha deut oc'h
a-ratozh da welout peseurt pennoù o deus.

(O'Donovan, un denig blev louet, a zeu tre.)


O'DONOVAN. - Plijadur a ra din bepred gwelout kenvroiz ha kaout keleier eus ar vro.
AN IT. GRAY. - Kuitaet hon eus Iwerzhon, va niz, va nizez ha me a-gevret. Evel-se n'ho po ket
muioc'h a geleier diganto eget m'hoc'h eus bet dija diganin. Ouzhpenn se, daou zen yaouank nevez
dimezet n'int ket douget da gaozeal eus o aferioù gant unan ha n'anavezont ket.
42
O'DONOVAN. - Etre Iwerzhoniz en em anavezer atav.
AN IT. GRAY. - Ya, ya, kendirvi omp holl. Evel-se e lavar ar Saozon. Met me eo am eus c'hoant
klevout keleier diganeoc'h. Abaoe ur sizhun n'em eus graet nemet labourat en ti-mañ ha n'em eus
ket bet amzer da vont er-maez. Lavarit din petra c'hoarvez.
O'DONOVAN. - Ar signora Pestazzi he deus bet ur bugel adarre. Ar seitekvet eo.
AN IT. GRAY. - Se a zo bet kontet din gant va c'heginerez, ha gouzout a ran zoken piv a vo paeron.
Kendalc'hit.
O'DONOVAN. - Ur skeudenn nevez a zo bet lakaet en iliz, a-dal d'ar gador-brezeg.
AN IT. GRAY. - He gwelet em eus disul diwezhañ. Petra zo c'hoazh ?
O'DONOVAN. - Impalaer ar Frañsizien en deus trec'het an Aostrianed e-kichen ur gêriadenn...
gortozit... Austerlitz pe un anv evel-se, a gredan.
AN IT. GRAY. - Ar Buonaparte, ma selaoufe ac'hanon, a yafe kentoc'h d'ober brezel e Bro-Saoz d'ar
Saozon. Ha goude ?
O'DONOVAN. -- N'eus ken.
AN IT. GRAY. - N'eus ken ? Ma, bez' e c'hellit lavarout n'eo ket gwall zudius ho keleier.
O'DONOVAN. - Ur c'heloù all am eus koulskoude... Pe n'eo ket ur c'heloù mar kirit... Un nevezinti
eo atav. Gwelout a rit ar c'haier-mañ ?
AN IT. GRAY. - Ur c'haier sonerezh adarre ?
O'DONOVAN. - Kanaouennoù nevez int.
AN IT. GRAY. - Kanaouennoù graet ganeoc'h ?
O'DONOVAN. - Nann, siwazh, n'on bet gouest da sevel kanaouennoù par d'ar re-se. Ar c'haier-mañ
a zo bet kaset din eus Iwerzhon, ha bez' ez eus ennañ kanaouennoù unan kalz brudetoc'h egedon, ar
barzh Tomaz Moore. E anaout a rit itron ?
SARA. - E anaout a ran.
O'DONOVAN. - Marteze ne garit ket ar sonerezh, itron ?
AN IT. GRAY. - Ta ta ta, lavarit diouzhtu, hep klask pemp troad d'ar maout, emaoc'h o vervel gant
ar c'hoant kanañ dimp un dra bennak. Kanit, kanit.
O'DONOVAN. - Ne ouzon ket ha klevet hoc'h eus ar c'hanaouennoù-mañ :« He bravigoù oa kaer ha
koant »... «.Evel an heol war an dourioù pa lintr en un taol »... « An div stêr »... « Sant Senanus hag
an itron »... « Na c'hwek eo din an didrouz da serr-noz »... (O kanañ.) « Na c'hwek eo din an
didrouz da serr-noz... »
43
SARA. – N'em eus ket o c'hlevet. Hini ebet anezho, ne gredan ker.
DONOVAN. Pe c'hoazh « Kan an delenn »... « Evomp dezhi »... « Perak e tamallit ar barzh ?»
Aotren a rit din kanañ deoc'h unan ?
SARA. - Gant plijadur, aotrou.
DONOVAN. - Pehini a blijfe deoc'h ar muiañ ?
SARA. - Gouzout a rit gwelloc'h egedon, aotrou.
O'DONOVAN. - Houmañ neuze. An hini gaerañ eo d'am soñj.

(Azezañ a ra ouzh ar piano hag e kan.)

Na lavarit ket e ano ; rak er vered sioul ha yen,


E-mesk ar geot, n'eus skrid ebet da verkañ bez an den
A roas kement tra en doa bet 'vit e vro,
Hag a gousk o c'hortoz deiz an trec'h, hep nikun war e dro.

Met ar glizh, goustadik, kuzh ha didrouz, 'hed an noz a gouezh.


Ha stank e kresk al leton hag ar bleunioù war ar bez.
Hor c'halon-ni kenkouzz, daoust ma vir kuzh he gloaz,
Gant he daeroù 'hed an noz a zalc'h e eñvor fresk ha glas.

Ha n'eo ket kaer ... ha fromus ?... « Na lavarit ket e anv, » ha koulskoude, anat e vo d'an holl
en deus savet ar barzh ar
ganaouenn-se en enor d'e vignon lazhet gant ar Saozon, Roperzh Emmet... Petra 'c'hoarvez
ganeoc'h, itron ?
SARA. Netra, aotrou, netra.
STURGEON. - Sara !
AN IT. GRAY. - Semplet eo, ha netra ken.
DONOVAN. - Daoust hag ar sonerezh e vije ?
AN IT. GRAY. - Dal, va niz, va holenoù.
O'DONOVAN. Petra c'hellan ober ?
AN IT. GRAY. C'hwi, Dermot, n'ouzoc'h ober nemet diotachoù.
O'DONOVAN. - Ur... ur fazi am eus graet ?
AN IT. GRAY. - Evit ur fazi eo ur fazi.
O'DONOVAN. Va digarezit... met...
AN IT. GRAY. - It kuit.
O'DONOVAN. - Ha mont a rin da glask ar medisin ?
AN IT. GRAY. - N'oc'h mat da netra. It kuit.
O'DONOVAN. - Met lavarit din...
AN IT. GRAY. - Lavarout a rin diwezhatoc'h. It kuit,
O'DONOVAN. - Ne gomprenan tamm. Ne gomprenan tamm.

44
ARVEST VI

An hevelep sal. Ar stign a guzhe ar c'hombod-gwele a zo bet tennet a-gostez. Sara a zo


astennet war ar gwele, serret he daoulagad. He fried a zo azezet war ur gador en he c'hichen, harpet
e benn war e zorn, o soñjal.

AN IT. GRAY (izel). - Goustadik... goustadik... deuit dre amañ.

(An Itron Gray a zeu tre, war he lerc'h tad ha breur Sara, gwisket evel beajourien. Didrouz ez eont
betek ar gwele. Sturgeon, tennet eus e huñvre en un taol, a sav hag a stard o dorn d'an daou zen.
Komz a reont izel.)

AN IT. GRAY. - Diwallit da zihunañ anezhi.


CURRAN. - Penaos emañ ?
STURGEON. - Gwelloc'h abaoe ur pennad. Tremenet mat he deus an noz. Ar medisin a lavar n'eus
mui a zañjer bremañ.
CURRAN. - Doue ra vo meulet.
STURGEON. - Hol lizher eus miz Genver en deus graet aon deoc'h moarvat. E gwirionez, kredet
hon eus e oa o vont da vervel.
CURRAN. - En devezh war-lerc'h end-eeun hon euz kemeret ar vag. Va mab en deus dilezet e
labour d'am ambroug.
STURGEON. - Ur veaj hir eo, aotrou, evit un den deut d'hoc'h oad, ha risklus, gant ar brezelioù.
CURRAN. - Ne vern.
AN IT. GRAY. - Fiñval a ra. He dihunet hoc'h eus.
STURGEON. - Dihunañ a ra abretoc'h peurliesañ. Sara. ?... Sara, ho tad hag ho preur a zo erru...
C'hwi 'oar, skrivet hor boa dezho daou viz 'zo, pa oac'h ken klañv.
SARA. - Trugarez deoc'h, va zad, ha dit-te, va breur.
CURRAN. - Penaos en em gavez, va flac'h kaezh ?
SARA. - Fall-tre.
AN IT. GRAY. - Lavarit d'ho tad ez oc'h gwelloc'h, Sara. Aotrou Curran, m'ho pije he gwelet e miz
Genver !
SARA. - Gwelloc'h on, ha fall koulskoude.
AN IT. GRAY. - Lezit anezhi betek kreisteiz. Aotrounez, mall a zo ganeoc'h, emichañs, cheñch
dilhad hag en em walc'hiñ. Kambroù a zo bet kavet deoc'h tost ac'han. Re vihan eo va zi d'ho
tegemer. Va niz, kae da ziskouez o lojeiz d'an aotrounez-mañ. Vad a raio dit, va faotr, mont un
tammig da vale.

(Sturgeon, Curran hag e vab a ya kuit. An Itron Gray a van e-kichen Sara. Houmañ, a zo adkouezhet
war ar gwele, a zigor adarre he daoulagad.)
45
SARA. - Va zintin ?
AN IT. GRAY. - Ya?
SARA. - Eürus on da vezañ gwelet va zad ha va breur, ma rankan mervel.
AN IT. GRAY. - Ne varvot ket. N'eus mui a zañjer bremañ, a lavar ar medisin.
SARA. - Gwir eo ?
AN IT. GRAY. - Gwir eo.
(Ur pennad.)
SARA. - Va zintin ?
AN IT. GRAY. - Petra zo c'hoazh ?
SARA. - O'Donovan ne zeuio ket ?
AN IT. GRAY. - Marteze.
SARA. - Prometet en doa dont er beure-mañ.
AN IT. GRAY. - M'en deus prometet, dont a ray. Dres, klevout a ran unan bennak. Eñ eo.

(O'Donovan a zeu tre.)


AN IT. GRAY. - Ouzh ho kortoz edo va nizez, Dermot. 'M eus aon oc'h un tammig diwezhat.
O'DONOVAN. - Diwezhat on, e gwirionez. Hag ivez, en em gavet on gant tad ha breur an Itron...
AN IT. GRAY. - Mat, mat, a-walc'h a fistilherezh evel-se. Sara, peogwir ez oc'h gwelloc'h er beure-
mañ, ez an da ziskenn da deurel ur sell ouzh labour ar mitizhien. En em glevout a rit mat ho-taou.
Chomit ganti, Dermot, ha bezit fur. Na skuizhit ket anezhi. Dizale e teuin en-dro.

(An Itron Gray a ya kuit.)


SARA. - Dermot ? Degaset hoc'h eus ar sonerezh ganeoc'h ?
O'DONOVAN. - Ar sonerezh hag al levrioù, ha va c'haieroù ivez. Met itron, ho moereb he deus
lavaret...
SARA. - Lezit va moereb. Fall en em santen bremaik. Gwelloc'h, kreñvoc'h en em gavan, netra
nemet ouzh ho kwelout. Dermot, c'hwi hepken hoc'h eus komprenet.
O'DONOVAN. - Karet oc'h gant an holl amañ.
SARA. - Gouzout a ran. Va fried, re vat eo em c'heñver. Na reuzeudik eo, ar paour kaezh paotr ! Va
moereb, hounnezh he deus ur galon aour. Bremañ va zad ha va breur a zo deut... Ha koulskoude,
koulskoude...
O'DONOVAN. - N'on nemet un den kozh, damziskiañt, a lavarer, hag e ra an holl goap ac'hanon.
C'hwi, itron, n'hoc'h eus ket graet goap.
SARA. - Gouzañvet hoc'h eus evit Iwerzhon, Dermot. Me a oar petra eo gouzañv evit Iwerzhon.
O'DONOVAN. - En Iwerzhon e soñjan noz-deiz.
SARA. - Hag ar re all p'o devez amzer.
46
O'DONOVAN. - Dre se e kav dezho ez on kollet er c'houmoul hag el loar. Va doare-me eo da vevañ
c'hoazh em bro, ha me en harlu.
SARA. Seul gaeroc'h a se ho puhez, Dermot. Ganeoc'h ez eus ho levrioù, ha sonerezh, ho
huñvreoù. Talvezout a reont gwelloc'h eget an traoù hag an dud.
O'DONOVAN. Da unan eveldon, ya, kozh ha paour, hep kar na par war ar bed. Da unan eveldoc'h
avat, yaouank ha pinvidik, gant kerent ha mignoned war ho tro ? Perak komz e-giz-se ?
SARA. - Kollet em eus pep tra.
O'DONOVAN. - Morse ne vez kollet netra.
SARA. - Gwashoc'h em eus graet eget koll pep tra. Klasket em eus koll betek eñvor ar pezh am boa
kollet. Klasket em eus adober va buhez. Piv a c'hell ober pe adober e vuhez ? Kavout a ra dimp hon
eus nerzh ha youl ha spered ; met ar bed en deus nerzh ivez, ha youl ha spered, muioc'h egedomp.
O'DONOVAN. -- Ar c'hleñved eo a lak soñjezonnoù du en ho penn. Mont a raint kuit pa viot yac'h
adarre.
SARA. - Neuze on bet klañv abaoe daou vloaz... abaoe marv... an hini...
O'DONOVAN. Diwallit diouzh an derzhienn. Chomit sioul. Ez an da c'hoari deoc'h un ton war ar
piano.
SARA. Lennit din kentoc'h.. Lennit din an istor-se... c'hwi 'oar, an hini hoc'h eus kavet en un
dornskrid kozh... ha n'eo bet moulet biskoazh.
O'DONOVAN. - Istor Etain. Mar kirit. Hen lennet em eus deoc'h dek gwech. Hen anaout a rit sur a-
walc'h dre eñvor. « Etain a oa gwreg Mider, hag e vevent eürus o-daou, e Bro ar Yaouankiz. Ha
goude meur a gantved hag a gantved, setu ma rankas Etain mont da chom war an Douar, e stumm ur
plac'h eus an Douar. Hag eno e timezas gant Eoc'haid, roue-meur Iwerzhon. Hogen he fried a
wechall, Mider, a gare anezhi c'hoazh, hag en doa keuz dezhi, hag en doa hiraezh dezhi. En doare
ma teuas un deiz war an Douar d'he c'hlask. »
SARA. - « Ma teuas un deiz war an Douar d'he c'hlask. »
O'DONOVAN. -« Etain a nac'has koulskoude kuitaat he fried eus an Douar. Ma kinnigas Mider da
hemañ c'hoari gantañ, ha d'an hini a c'hounezje e vije roet ar vaouez. C'hoari a rejont. Mider eo a
c'hounezas. Hogen Etain a nac'has adarre kuitaat he fried eus an Douar. Mider a bellaas neuze. En
ur bellaat, avat, e kanas ur ganenn :
47
Maouez gwenn da groc'hen, ha dont a ri ganin
Da vro vurzhudus ar c'han ?
Ma kresk ar bleuñv-nevez war ar blev,
Ma vez ar c'horfoù gwenn-erc'h
Eus kern ar penn d'an troad ?
Ma n'eus na trouz na didrouz.
Gwenn an dent, du an abrant,
Bagadoù boemus, ur bam d'ar sell.
War bep boc'h liv ar brulu ?
Bro ar marzhoù, bro an hud,
Ma ne da nepred ar yaouankiz da gozhni ?
Eno e welomp, ha n'hor gweler ket.
Eno n'eus na torfed na lazh.
Eno e teui, maouez, ur gurunenn war da dal.
Maouez gwenn da groc'hen, eno e teui.

SARA. -« Maouez gwenn da groc'hen, ha dont a ri ganin da vro vurzhudus ar c'han ?


O'DONOVAN. -« Ma kresk ar bleuñv-nevez war ar blev.
SARA. -« Ma vez ar c'horfoù gwenn-erc'h eus kern ar penn d'an troad.
O'DONOVAN. -« Ma n'eus na trouz na didrouz.
SARA. -- « Gwenn an dent, du an abrant.
O'DONOVAN. -« Bagadoù boemus, ur bam d'ar sell.
SARA. -« War bep boc'h liv ar brulu.
O'DONOVAN. -« Bro ar marzhoù, bro an hud.
SARA. « Ma ne da nepred ar yaouankiz da gozhni.
O'DONOVAN. -« Eno e welomp, ha n'hor gweler ket.
SARA. -« Eno n'eus na torfed na lazh.
O'DONOVAN. -« Eno e teui, maouez, ur gurunenn war da dal. Maouez gwenn da groc'hen, eno e
teui. »
SARA. - C'hoariit din un ton bremañ, Dermot.

(O'Donovan a c'hoari war ar piano « Rozenn Diwezhañ an Hañv ». E-pad ma c'hoari e komz Sara
en un hiboud, a vare da vare.)

SARA. - Dirazoc'h, va zad, ha dirak Doue, prometiñ a ran e vezin gwreg da Roperzh Emmet, ha da
zen all ebet, ne vern pegeit e vevin, ne vern petra a c'hoarvezo... Ma pardonez din, Roperzh... ma
pardonez din. Abretoc'h e vijen deut, Roperzh... Roperzh...

(An Itron Gray a zeu tre. Mont a ra didrouz betek ar gwele, ha kregiñ a ra e dorn Sara. O'Donovan a
sav e benn hag a baouez da c'hoari.)
O'DONOVAN. - Ha kenderc'hel a rin, itron ?
AN IT. GRAY. - Ne dalv ken ar boan, Dermot.
(O tifronkañ.) Ne dalv ken ar boan.

Roparz HEMON.
1944.

48
Istor

Komzoù na badont ket

(E 1803 e varve Roperzh Emrnet, brogarour iwerzhonat, da heul un emsavadeg na oa ket


padet dir eurvezh. Mervel a eure e-kreiz kasoni ha gwashoc'h - diseblanted e genvroiz. Tamallet e
voe dirak al lezvarn gant Lord Plunkett, kannad Charlemount, kuzulier ar Roue, d'an ampoent e barr
e vrud. Un darn eus prezegenn al lord a embannomp amañ da heul, o kinnig an droidigezhig-se,
gant doujañs veur hag e-giz daspren d'ar c'homzoù garv a glevjont e-doug o frosezioù, da eñvor
Gwion V. a G. ha Leon J., soudarded ar vro.)

« Setu amañ dirazoc'h kreizenn, buhez, ene ha gwad an irienn vezhus-se. Eus Bro-C'hall e
teu ar prizoniad, p'emañ ar brezel war-nes tarzhañ etre ar vro-se ha Bro-Saoz ; ha kerkent ha krog ar
brezel ec'h en em laka, evel un trubard, e servij an alouberien estren. Aes deoc'h soñjal, Aotrounez,
peseurt frouezh a c'helle dont eus e oberoù. Pal an iriennerien gouez dezho - met o fal gwirion n'o
dije ket kredet anzav - a oa disrannañ Iwerzhon diouzh Bro-Saoz. Koll va amzer, ha koll amzer
aotrounez al lezvarn, e vefe klask prouiñ pegen diskiant un torfedour e ranker bezañ evit klask
rannañ hon impalaeriezh, a zo he c'hlod hag hec'h eürusted stag ouzh hec'h unander dizistrujus. Ma
vije tu da derriñ an unander-se, ma vije tu da ziskoulmañ an ereoù hon dalc'h ouzh Bro-Saoz, piv a
c'hellje suraat e vevje Iwerzhon e-pad ur bloavezh hepken ? Doue hag an natur o deus graet an div
vro vras-se rekis-holl an eil d'eben, hag unanet ra chomint betek dibenn an amzeriou !...
« Ha setu m'emañ an dud-se o klask breinañ hor broad eürus; hag he deus an eurvad da
sentiñ ouzh lezennoù hep o far, gant menozioù nevez a Vro-C'hall ; ha n'oufent degas ur skouer a
waskerezh, ha pa vije unan, a c'hellfe bezañ degemeret evel digarez d'o strivoù torfedourien !
Pelec'h ez eus, en hor bro, un den na c'hellfe ober ur vicher onest ha piaouañ e peoc'h kement en
deus gounezet ? Petra c'houlennont ? Perak e klemmont ? Daoust ha n'he deus ket ar bobl kement
frankiz a c'heller c'hoantaat da gaout ?
49
Ar bidennoù divalav diwar-benn 600 vloaz gwaskerezh, hep ma c'hellfed degas an disterañ prouenn,
n'int nemet un digarez d'an dreitourien warizius da douellañ o c'henvreiz hegredik ha dizesk. N'eo
ket dimp-ni, Aotrounez, da lakaat bevennoù da vadelezh Doue, ha neb nemetañ n'anavez galloud ar
c'heuz. Hogen ma oar ar paour kaezh den-mañ derc'hel soñj eus ar c'hentelioù fur en deus bet a-hed
e yaouankiz, e kaso an nebeut amzer en deus c'hoazh da vevañ oc'h ober, e-keñver Doue hag e-
keñver e vro pinijenn vras evit e dorfedoù. Lavarout a reer en deus saveteet buhez Farrel. Eñvor an
ober mat-se ra sioulaio e vunutennoù dwezhañ ! Ma n'en deus ket youlet, pa oa o sevel e raktresoù
dispac'h ha distruj, e vije lazhet tud, n'eo ket trawalc'h evelkent da c'hounit truez e varnerien. Spi am
eus na vo ket goulennet digant ar prizoniad paeañ evit an holl wad a zo bet skuilhet e straedoù
Dulenn ha war ar chafod. Nag a draoù euzhus ha braouac'hus e-doug un eurvezh ! Ha koulskoude e
kredont goulenn digant Doue gwareziñ o stourm, peogwir eo reizh ; hogen kablus, mezhus hag
argarzhus ez eo, ha gant gred e pedan Doue d'o c'hastizañ ha d'o c'has da get. »

50
Studiadenn

Teirrannadur ar gevredigezh gant Indezeuropiz

Pa zeuas Caesar e Galia e kavas eno ur gevredigezh rannet


e tri rummad : an drouized, en o c'hefridi dreist-holl ar gelennadurezh, hag ivez - lod anezho da
vihanañ - an ober war-dro al lidoù ; an noblañs pe ar vrezelourion, a ra anezho hervez ar boaz
roman « marc'heion »(equites), hag a oa perc'henn war an douaroù ; ar bobl vunut, izel-meurbet he
stad, « a-boan maz eo a-us d'ar sklaved » (plebs paene seruorum habetur loco) (1). Ar C'halianed,
war-bouez un nebeut meuriadoù er Belgion, n'o doa mui a roueed - ha disfiziañs bras o deveze ouzh
ar re a glaske pe a seblante klask adsevel ar rouantelezh, evel m'hen diskouez tonkadur Keltillos, tad
Verkingetorix.
Stad ar gevredigezh en Heniwerzhon, evel m'hen taolenn deomp ar mojennoù meur, re ar
Skourr Ruz koulz ha re an Tùatha Dê Danann, a hañval bezañ miret gwelloc'h. N'eo ket kollet gant
Iwerzhoniz o roueed : un « usroue »(ard rî) e Teamair (« Tara »), dindanañ roueed ar pemp rannvro (
Ulad, Konnac'ht, Lagin, Dehou-Muva, Kleiz-Muva), ha dindan ar re-mañ « isroueed »(ur rig) o ren
war beb klan, pep « tud » e ster kentañ ar ger (tûath) (2). Dilennet e vez ar roue e-touez an noblañs ;
galloudus eo, ha ne c'hell den komz en e raok ; eñ avat ne c'hell ket komz ken ne vije bet roet
dezhañ an aotre gant « e zrouiz », da lavarout eo gant un drouiz hag a veze bepred en e gichen evit e
guzuliañ ha tennañ pep saotr digantañ.
Ac'hann e c'heller dastum e oa kalz muioc'h a c'halloud gant strollad an drouized eget ne oa
gant an noblañs, zoken gant ar roue. Hag e gwirionez, e tri rummad e oa rannet ar gevredigezh en
Iwerzhon :
An drouized (druid), en o dalc'h ar beli speredel, kelennadurezh an Hengoun ha sevenidigezh al
lidoù ;
An dud nobl (flaith), en o dalc'h ar brezel hag ar galloud bedel ; eus o zouez e veze dilennet ar
roueed ;
Tud ar bobl (bó airig), anezho micherourion ha magerion chatal (bó « saout »).

(1) CAESAR, Bell. Gall. VI, 13.


(2) P.-W. JOYCE, A social history of ancient Ireland, lev. I, p. 39-43. ,
51
Ar bó airig, evito da zerc'hel an trede renk, ne oant tamm ebet damsklaved evel tud vunut Galia, pa
dalv ar ger aire ( liester airig kement ha « nobl ». Dindano e oa c'hoazh, en amzerioù koshañ da
vihanañ, diskennidi henvroiz trec'het ha sujet gant ar Gelted, hag a c'houneze an douar - rak ar
Gelted, brezelourion, micherourion ha mesaerion anezho, ne oant ket gounideion dispar.

Un dra heverk : ar ger aire hag a ya da zoareañ tud an tri rummad kelt-rik a zo an hevelep hini hag
ar sañskriteg arya, a dalv da envel tud an tri c'hlas kentañ, a reer anezho ivez dwija « eilganet ».
Rak hiziv c'hoazh an deiz ez eus er gevredigezh indezat pevar rummad :
Ar v-Brahmana-ed, beleion ha kelennerion ;
Ar g-Kshatriya-ed, brezelourion ha renerion lik ;
Ar Vaiçya-ed, labourerion-douar he kenwerzhourion ;
Ar çudra-ed, micherourion ha mevelion.

Evel ma lavaremp uheloc'hik, an tri rummad kentañ hepken


a zo sellet outo evel « nobl » (arya) hag « eilganet » (dwija). Bez' ez eus anezho - « en principe » da
vihanañ -, tud wenn, diskennidi an Aryaned, indezeuropegerion evel ar Gelted. Ar çudraed, int-i, a
zo Dravidiz, tud du annezet en Indez pell kent an Aryaned ha sujet ganto diwezhatoc'h.
Evel-se enra ez eo heñvel frammadur ar gevredigezh en Indez hag e Keltia. Da heul ar
verkadenn-se ez eus bet graet studioù hag o deus lakaet anat pezh a zo bet anvet « teirranadur ar
gevredigezh gant Indezeuropiz »(1). Da lavarout eo, hon hendadoù, ar re a gomze ar yezh veur a zo
deut diouti ar sañskriteg, ar gresianeg, an edaleg (2), ar c'heltieg, ar germaneg, ar slaveg, h. a., o doa
rannet o c'hevredigezh e tri rummad :
Er rummad kentañ e oa ar re a c'heller ober anezho, dre ziouer a c'her gwelloc'h, « beleion »,
a oa o c'hefridi pennañ,
n'eo ket seveniñ al lidoù, hogen mirout ha kelenn an Hengoun.
En eil rummad, ar vrezelourion, a oa ivez en o dalc'h ar galloud bedel : en o zouez e veze
dilennet ar roue ( keltieg rîx, latin réx, sanskriteg râj, indezeuropeg * rêg).
(l) An den en deus pleustret ar muiañ war ar seurt studioù eo ar
c'helenner gall Georges Dumézil, a erbedomp start d'hol lennerion lenn aketus e oberoù ha dreist-
holl Jupiter, Mars, Quirinus, Gallimard 1941.
(2) An edaleg eo ur yezh kar-nes d'ar c'heltieg, enni meur a rannyezh aet holl da get (oskeg, ombrieg
h. a.) nemet unan, al latin, deveret dioutañ meur a yezh vras ; italianeg, galleg, spagnoleg h. a.

52
Hemañ avat n'en deus galloud ebet drezañ e-unan, rak en ur gevredigezh frammet hervez an
Hengoun emañ ar galloud bedel kenkoulz hag ar beli speredel etre daouarn ar rummad « belegel » :
evit d'ar roue bezañ hini kentañ ar gevredigezh, ne deo ez reizh nemet kannad bedel ar rummad-se,
hag evit resev ar galloud-se eo ret dezhañ bezañ « sakret » gant ar veleion - an dra-se
a dalv evit ne vern pe gredenn (1). N'anavezomp ket an doare ma veze sakret roue Iwerzhon en
amzer bagan, hogen en amzer gristen e veze sakret gant un eskob, pe a-wechoù gant ur manac'h
brudet evel ur sant : evel-se e voe sakret gant Colum Chille (574) ar roue Aedan ;« ordinatio » a ra
eus ar sakradur-se skrid Adamnan (2). En Indez wechall e veze sakret ar râj gant ar Vrahmanaed :
ar re-se a ziskoueze ar roue nevez d'an tri rummad all, en ur lavarout :« Setu ho roue; hor roue
dimp-ni avat, Sêma n'eo ken !»( 3). Hag e-kichen ar roue e van bepred kannad ar veleion : drouiz en
Iwerzhon, pûrohita en Indez, doujet ha selaouet gantañ.
En trede rummad emañ « tud ar frouezhusted », evel m'int bet anvet gant Dumézil, da
lavarout eo ar re a bourchas d'ar
gevredigezh traoù ar vuhez vateriel : labourerion-douar, magerion chatal, micherourion,
kenwerzhourion - hag ivez mezeion.
Dindan an tri rummad-se, skeulrenket ha padal nobl o-zri (aire, arya), diskennidi an
Indezeuropegerion, emañ alies ur pevare hini, ennañ an henvroidi trec'het ha lakaet warno pe al
labour-douar (e Keltia ), pe ar micherioù (en Indez ), hag ivez al labourioù lous pe displijus (bosañ,
kivijañ, beziañ, skubañ, h. a. ); n'int ket sellet evel « eilganet », da lavarout eo ne gemeront ket
perzh en Hengoun (4). Ar re-se eo ar çudraed en Indez, hag en Iwerzhon, moarvat, an dud a reer
anezho Fir Bolg.

Evel ma lavaremp, miret eo bet ar frammadur-se e Bro-Indez betek hon amzer, hogen
kaletaet eo bet ken ez eo dic'hallus-krenn d'un Indezat mont er-maez e rummad, na ve pegen bras e
dalvoudegezh personel. Gant ar Gelted ne oa ket kont evel-se : ur bó aire deut pinvidik a-walc'h da
zerc'hel e renk er peoc'h hag er brezel a oa gouest da vont da flath, ha tud yaouank an noblañs a
c'helle mont da studiañ gant an drouized ha dont da vezañ drouized ivez.

(1) René GUENON, Autorité spirituelle et pouvoir temporel, Véga 1931, passim.
(2) JOYCE, loc, cit., I, p. 48.
(3) Sôma eo anv un dourenn vezvus dianav a dalveze da zanvez pennañ an aberzh (ar gwin e oa
marteze ?).
(4) Evelhen eo aroueziet an dra-se gant ar Vishnu-Pûrana : ar Vrahmanaed a voe ganet diwar genou
Purusha ; ar Gshatriyaed diwar e zivrec'h ; ar Vaiçyaed diwar e zivhar ; ar çudraed avat diwar an
douar a oa dindan e dreid.

53
Meur a hini moarvat en deus soñjet en ur lenn kement-se e
oa heñvel ivez frammadur ar gevredigezh kristen en Europa ar Grenn-Amzer : kloer, noblañs ha «
trede stad » a glot gant an tri rummad indezeuropek ; hag eus en tri rummad-se e c'hoarveze da
gentañ-penn diskennidi ar Franked, re ar C'halian-Romaned sujet o vont d'ober ar pevare klas, ar «
re vilen » pe zamsklaved, o klotañ gant ar çudraed pe ar Fir Bolg. Gwir eo, hogen n'eus ket da
grediñ ez eo ar frammadur-se un aspadenn eus ar gevredigezh kelt, na kennebeut eus an hini
c'herman ; nemet n'hon eus ket amañ da glask gouzout a belec'h e teu.
Gant ar pobloù indezeuropek all e-kerz an Istorvezh, nemet Iraniz, n'eo ket bet miret
kenkoulz ar frammadur kevredigezhel ha m'eo bet gant ar Gelted ha gant Indeziz. E Roma, da
skouer, zoken en amzerioù koshañ ar Republik, n'eo ken ar brezel kefridi ur rann eus ar
gevredigezh, hogen kefridi holl geodediz ; ha ne deo ken ar veleion - war-bouez ar flamines a
gomzimp anezho bremaik - nemet un doare kargidi. Heñvel-dra, pe dost, gant ar C'hresianed.
Nebeut anavezet eo ganeomp stad ar gevredigezh gant ar C'hermaned, hogen, a gement a oufed, ne
hañval-ket ar re-se bezañ miret ur strollad beleion ha kentelierion frammet start evel ar Vrahmanaed
haq an Drouized.

E menoz Indezeuropiz, anat, e oa aroueziet rummadoù ha kefridioù ar gevredigezh gant


doueed. Klok pe glokoc'h eo roll an doueed-se hervez ar mareoù hag ar pobloù ; setu pezh a c'heller
lavarout dre vras :
A-wechoù ez eo eeun-tre : n'eus nemet tri doue, hini ar veleion, hini ar vrezelourion, hini al
labourerion. A-wechoù all ez eus un doue evit pep hini eus an daoù rummad kentañ, hag ur bern
doueed evit an trede hini. Peurliesañ koulskoude e kaver ur roll klokoc'h.
Evit ar rummad kentañ e kaver ur c'houblad doueed, heñvel o darempredoù ouzh ar re a vez
etre ar rî hag e zrouiz, pe ar râj hag ar purohita ; da lavarout eo, an doue-beleg, mestr ar skiant,
hag an doue-roue, lezennour ha reizhaouer. Alies e vez born an doue beleg, ha monk an doue-roue.
Doue an eil rummad a zo peurvuiañ gantañ perzhioù mat ha fall ar vrezelourion : kreñv,
kadarn, brokus, hogen ivez lontek ha brabañser.
En trede rummad e kaver alies ur c'houblad doueed, breudeur-gevelled anezho, mezeion pe
vicherourion, ha ganto un doueez, mamm, c'hoar pe wreg dezho.
54
En Indez, da skouer, e-kichen ar roue neñvel Mitra, lezennour reizh ha madelezhus, emañ
an doue teñval Varuna, a wel pep terridigezh al Lezenn ha na lez hini digastiz. E anv a zeu eus ur
wrizienn war « liammañ »; hag e gwirionez, teurel a ra ereoù-hud war an dud kablus, hag en
arouez da se e vez gantañ en e zorn ur gorden du ; kastizañ a ra ivez an dud dre zegas dezho an
dourgoeñv (1). Disheñvel diouzh ar re-se eo ar brezelour taer Indra, ar ramz e horzh houarn, mestr
ar gurun, spont an euzhviled hag an Asura-ed (êrevent), mezvier ha brabañser touet. En trede renk
emañ an Açvin-ed pe Nâsatyâ-ed, daou c'hevell yaouank, mezeion dispar, hag o gwreg Ushas (2).

Doueedoniezh ar C'hermaned a zo anavezet deomp dreist-holl gant skridoù hennorzhek an


Edda, barzhonegoù ha mojennoù-meur heñvel a-walc'h ouzh re Iwerzhon. Pennañ doueed an Edda
eo : an doue born Odhinn (Wodan vit Germaned ar C'hornog), ne deo tamm doee ar brezel evel ma
kreder alies, hogen ur gouizieg meur, ijiner ar « rinoù »( hudlizherennoù ar C'hermaned ) hag un
hudour a liamm an dud evel Varuna. En e gichen emañ un doue all un tammig disoñjet gantt an
henvojennoù skandinavek, Ullr pe Tyr, an doue monk, reizhaouer ha lezennour mat ha peoc'hus
evel Mitra (3). Goude, ar brezelour Thôr (Donar), heñvel-poch ouzh e vreur indezat Indra :
aotrou ar gurun, flastrer-ramzed gant e horzh houarn, ever bras a vier ha fougaser brasoc'h c'hoazh.
En trede renk e kavomp doueed al labour-douar : Njördhr, e vab Freyr hag e verc'h Freyja da
lavarout eo daou zoue (tad ha mab, gwir eo, ha n'eo ket breudeur) hag un doueez.

E Keltia eo luzietoc'h an traoù, ha dudiusoc'h war un dro, dre ma kaver meur a roll-doueed.
An holl a oar ez anavezomp
a-drugarez d'ar barzh latin Lucanus (4) anvioù tri doue meur ar C'halianed : Esus, Taranis,
Teutates. Posubl eo en dije Lucanus lakaet asambles anvioù ne vern pe zoueed ; gwirheñveloc'h eo
koulskoude e kejer eno gant doueed tri rummad ar gevredigezh. Anv Esus a glot, a-hervez, gant al
latin êrus « aotrou »( 5), ha lakaet e vez Esus e darempred gant an derv, gwez an drouized ; da
grediñ ez eus enta ez eo doue ar c'hentañ rummad.

(1) G. DUMEZIL, Mitra Varuna, Leroux 1940.


(2) G. DUMRZIL, Naissance d'archanges, Gallimard 1945, pennad V; Jean HERBERT,
Spiritualité hindoue, Albin Michel, 1947, p. 277-278.
(3) G DUMEZIL, Mythes et dieux des Germaims, pennadoù II ha III.
(4) Pharsala, I, gw. 444 sqq.
(5) Teurel pled koulskoude ez eo berr an e en Esus hag hir en êrus ; hogen bez' a-walc'h e vije bet
berraet gant Lucanus diwar ezhommoù a werzhaouriezh.

55
Taranis, doue an taran evel just, a vije skouer ar vrezelourion evel Thôr hag Indra, ha Teutates
(keltieg Teutatis < Teuto-tatis ), a dalv e anv « tad an dud, tad ar meuriad », a vije doue an trede
rummad, labourerion-douar, micherourion ha mezeion (1). Harp a gav ar vartezeadenn-se, d'am
meno, en un enskrivadur galian-roman eus Geneva, kinniget Ioui Marti Mercurio (2), da lavarout
eo d'an doueed roman a glot gant Esus, Taranis ha Teutatis mar deo gwir martezeadenn Dumézil.

An holl a oar ivez e lavar Caesar (3) e oa « Merc'her » doue pennañ ar C'halianed (deum
maxime Mercurium colunt), hag e veze sellet outañ evel ijiner an holl arzoù (hunc omnium
inuentorem artium ferunt). En e c'houde e teue « Apollôn, Meurzh, Yaou ha Minerva » (post
hune Apollinem et Martem et Iouem et Mineruam). Apollôn a bare ar c'hleñvedoù (Apollinem
morbos depellere) ; Minerva a zo doueez ar micherioù (Mineruam operum atque artificiorum
initia tradere) ; Yaou a zo mestr an neñv (Iouem imperium caelestium tenere); Meurzh a ren war
traoù ar brezel (Martem bella regere). Er pevar doue-se (ne vern o anvioù keltiek, dianav deomp) e
c'heller anavezout aes a-walc'h doueed ar gevredigezh : Yaou a vije doue an drouized (gwelout a
raimp ez eo Iupiter, e Roma, doue ar veleion), Meurzh hini ar vrezelourion, ar « varc'heion
»(equites), Apollôn ha Minerva doueed an trede rummad, an eil evel mezeg, eben evel micherourez
(4).

Kalz sklaeroc'h eo an traoù en henvojennoù Iwerzhon diwar-benn an Tûatha Dê Danann, ha


dreist-holl e Kad Mag Tured a vez embannet war ar gelaouenn-mañ. An Tûatha Dê Danann, doueed
Iwerzhoniz, a zo an hini brasañ anezho Lug, lesanvet Samildânach, da lavarout eo « an hini a
bleustr war an holl arzoù asambles »: eñ eo, diogel, a dleer lakaat da glotañ gant « Merc'her » ar
C'haltaned (5). E-kichen Lug, e penn an Tûatha Dê Danann, emañ pemp doue : an drouiz Dagda, ar
roue Nuada, ar barzh ha brezelour Ogme, ar mezeg Diancecht, ar gof Goibniu (lavaret e vez a-
wechoù ez int boll « breudeur »). Aesoc'h c'hoazh amañ adkavout enno doueed ar gevredigezh
indezeuropek. An Dagda a zo lesanvet Ruad rofesa, da lavarout eo, mui pe vui, « aotrou ar
ouiziegezh », hag « eñ eo en deus ar beurouiziegezh ha skiant an triadoù »(6). Evitañ da vezañ «
mat » (Dagda < *Dagodêuos « doue da »), n'eo ket brav enebiñ outañ : kastizañ a ra e enbourion e-
giz Odhinn ha Varuna, dre deurel warno « chadennoù-hud » pe dre zegas dezho ur stankadur-troazh
marvus.

(1) G. DUMEZIL, Tarpeia, Gallimard 1947.


(2) C.I.L. XII, 2589.
(3) Bell. Gall., VI, 17.
(4) G. DUMEZIL, Mythes et dieux des Germains, p. 8-9.
(5) D'ARBOIS DE JUBAINVILLE, Le cycle mythologique irlandais et la mythologie celtique,
Thorin 1884, passim.
(6) Côir Ammann, § 152. Cf. M. L. SJOESTEDT, Dieux et héros
des Celtes, Leroux 1940, pennad IV.

56
Eus Nuada ne ouzomp ket kalz a dra, nemet en deus kollet e zorn dehou evel Tyr. Ogme a zo war
un dro ur « gwaz kreñv » (trênfer) hag ur barzh gouiziek, ijiner an ogam - rak darempred strizh a
vez e Keltia etre ar vrezelourion hag ar varzhed a gan o c'hurioù. Eus Goibniu n'eus ket kalz a dra
da lavarout, hogen Diancecht a zo dudius abalamour d'e diegezh. Tri bugel en deus, hag i
gouiziekoc'h eget o zad : daou vab, Octriuil ha Miach, hag ur verc'h, Airmed ; atnañ adarre an
daou vreur hag o c'hoar o ren war ar vezekniezh.

Frammadur ar gevredigezh gant ar Romaned, evel m'hon eus lavaret, a zo bet reveulzet
abred-mat, hogen kentelius-tre eo an doare bet heuliet gant Dumézil da adkavout ar roudoù
anezhañ. Lavaret hon eus ivez e oa kargidi eus darn vuiañ ar veleion roman : en o fenn e oa ar
pontifex maximus. Koulskoude, souezhusat tra, er banvezioù-lid, ne oa ket hennezh an hini kentañ :
ne zalc'he nemet ar pempet renk, goude beleg Janus, anvet rex sacrorum, hag an tri beleg anvet
flamines majores : hini Yaou (flamen dialis), hini Meurzh (flamen martialis), hini Quirinus
(flamen quirinalis). Anavezet eo Meurzh evel doue ar brezel ; aes eo bet ivez diskouez e oa Yaou
doue an neñv hag ar veleion. Hogen piv eo Quirinus ? En amzer ar Republik e kreded ne oa
Quirinus nemet Romulus, saver Roma, aet da zoue goude e varv ; hogen prouet eo bet gant Dumézil
en un doare dudius-meurbet e oa da gentañ doue al labourerion-douar, ha dreist-holl diwaller an
hadoù. An tri flamen pennañ a oa enta, en o renk, koun an tri rummad indezeuropek hag o doueed :
beleion (Iupiter), brezelourion (Mars), gounideion (Quirinus) (1). Hag urzh ar flamines a zo herezh
- gwall-vihanaet - strollad ar veleion indezeuropek, evel an Drouized hag ar Vrahmanaed, ha
gwelloc'h 'zo, flamen ha brahman a zo, hervez Dumézil, deveret eus an hevelep ger indezeuropek,
moarvat un dra bennak evel bhlgsmen.

Ahendall, pell 'zo e oa bet merzet ne oa ket a zoueedoniezh gant ar Romaned - diwar welout.
Brasañ dellid Dumézil a zo bet moarvat meizañ iskisat tonkadur e oa bet hini an doueedoniezh-se :
aet eo da istor. Ne oa ket eus ar Romaned speredoù ijinus ha barzhonius evel ar Gelted hag Indeziz ;
en enep, karout a raent kalz an istor gwirion pe wirheñvel. En amzerioù koshañ Roma ez eus un
heuliad roueed, sañset, ha dindan o ren, nemet hini Romulus, ne c'hoarvez, koulz lavarout, nemet
traoù ordinal ha naturel. Hogen sellomp a-dostoc'h ouzh an heuliad roueed-se.

(1) G- DUMEZIL, Jupiter, Mars, quirimus, passim.

57
An hini kentañ a voe Romulus, hanter doue, spontus un tamm, diazezer al lidoù relijiel. En e
c'houde, Numa, roue sioul ha madelezhus, diazezer lezennoù pennañ ar geoded. An trede a voe
Tullus Hostilius, roue brezelour evel m'hen diskcuez e anv. An tri roue a zeuas war e lerc'h, Ancus
Martius, Tarquinus Priscus ha Seruius Tullius, a zo roueed pinvidik, dilennet a-douez ar bobl ha
brudet evit o largentezioù. Adkavout a reomp ur wech muioc'h roll doueed bennañ Indezeuropiz, aet
da roueed : ar beleg, ar roue, ar brezelour, ar bourchaserion-vadoù (1).

Aes e vefe kenderc'hel pell amzer gant ar studi-se, ken dudius ha ken kentelius, dre ma tosta
hor spered ouzh spered hon hendadoù koshañ, ha ma tiskouez hor c'herentiezh nes, nesoc'h eget ne
gredomp, ouzh Europiz all hag ouzh Indeziz. N'hellomp ket hen ober amañ : hogen, ur wech
muioc'h, lennent hol lennerion oberoù Dumézil, ha prederient war o divout. N'o devo ket kollet o
foan pe gentoc'h o flijadur.

Arzel EVEN.

(1) G. DUMÉZIL, Jupiter, Mars, Quirinus ; Horace et les Curiaces, Gallimard 1942 ; Servius et la
Fortune, Gallimard 1943 ; Naissance de Rome, Gallimard 1944 ; Tarpeia, pennad I.

58

Gwerinoniezh

Menec'h an Enez-Glas

(iez Gouello)

Brudet eo ar werz-mañ, nemet ez eo diaes dont betek ar skrid anezhi. He c'havet em eus e Geslin de
Bourgogne, Anciens évêchés, t. IV, p. 13-14. Heñvel-poch eo ar skrid ouzh an hini a zo bet
embannet gant Anatol de Barthélemy, athenaeum français, 1854, p. 709.
Komz a ra an Uhel eus Menec'h an Enez-Glas e Gwerziou Breiz-Izel, t. I, p. 272, en notenn lakaet
da heul gwerz An Daou Vanac'h.
Ar werz-mañ a vefe ivez diwar zorn Kerambrun.
Fur eo chom hep stagañ outi un dalvoudegezh istor ha teurel pled hepken ouzh he
zalvoudegezh lennegel.
Adembann a ran ar skrid evel m'eo bet moulet nemet er werzenn gentañ em eus lakaet m'a
(= moa) e-lec'h n'a ha c'houarek (= c'hoarig) e-lec'h c'houaret.

A-hend-all e tennin evezh al lenner war an ober gant e e-lec'h a:


1. er ger-mell en, er ( en abad, er gouent, er bili, er bizin h. a.).
2. er rannig-verb a (e levere, gw. 15, 31, 43 ; e zo, gw. 19).

Kavout a reer e evit o: malles evit mallozh, gw. 25, 27, 28, 30 ; e redek, gw. 6; a evit ha : a
goallet, gw. 3; a gwir e ve, gw. 13 ; z evit s: zellet, gw. 12 ; zawet, gw. 20 ; hi evit e, gw. 16, 32 ;
ou evit o : c'houarek, gw. 1; daounet, gw. 4 ; ennou, evit eno, gw. 21 ; zou, gw. 25. Ak, gw. 41, a zo
da dostaat ouzh an ober gant a, ag,e gwenedeg, evit eus. --- Mu, gw. 45, 47, a zo evit mui.

Fañch ELIES.

Me m'a bet eur c'houarek vad :


Lac'het e bet gant en abad.

Lac'het e bet, a goallet,


Gant manac'h er gouent daounet.

Eman dû-man, war er bili,


Er goad e redek deus he fri.

Eman dû-man, war er bizin,


He c'horf paour glas evel glizin.

Eman du-man, he blev melen,


Mesket gant fank en dro d'he fen.

Eman du-man en he gourve ;


Zellet outi zo eun drue.

O me Doue ! a gwir e ve,


E renfe pell er sort tad ze !
59
II
Arc'heskop Dol e levere
En hi gathedral en de-se :

War er garek, en Enez-Glas


Zo eur manati, kreis er mor bras :

Kreis er mor bras zo eur gouent


Zavet gweach all gant er zent.

Mes er venec'h e zo ennou


Ne studient kin ho levrou.

Ho zorfejo na p'ou c'hlevan,


E lak me c'halon de spontan.

Malles d'er venec'h zou er vro,


Vel er bleizi bars er c'houajo !

Malles warn'he ! malles en dud !


Malles en env ! el loeinet mud !.

D'er venec'h zou en Enez-Glas,


Malles taer gwech, a malles c'hoas !

III
Mab er roue e levere
War dor hi bales en de-se :

Mar ge me zou mestr er vro-man,


E lerer Breiz enean

Me e diskou der venec'hi


Lezen in peuc'h me jujedi.

D'er venec'h du, d'er venec'h gwen,


Lezen in peuc'h me gwirvijen.

Me e savou eun arme vras,


Vit distrujan an Enez Glas,

Ak er venec'h e vou enni,


Ne vezo espernet c'hini.

IV
Er manac'h bras e levere,
War lein ar skeul pe arrie :

- Mu e verc'het e meus goallet


Vit zou aman ouz me zellet.

Mu e sakrilej e meus gret


Vit zou neuden bars me rochet.

A c'hoas e c'houllan, rok mervel


Me koueou gwall war Breiz-Izel.

60
Yezh

EMSAV KELTIEK BREIZH

Darvoudoù garv ar brezel diwezhañ a lezas an Emsav Sevenadurel en ur stad vantrus. Ar


Vretoned hag en em roe korf hag ene d'ar stourm evit hor yezh a rankas kuitaat ar vro pe ehanañ
gant o labour. Ar c'hevredigezhioù bras : Framm Keltiek Breizh hag Ensavadur Breizh a voe
diskaret.
Koll ar c'hevredigezhioù-se a voe ur gwall daol evit Breizh hag ar brezhoneg. Lakaet o doa
urzh en Emsav Sevenadurel ha savet o doa un oberenn dispar.

Er bloaz tremenet hon eus soñjet eta, un nebeut ac'hanomp, e vije poent bras adkregiñ gant
al labour chomet war ar stern, hag araok pep tra, adsevel un Ensavadur Breizh.
Setu perak eo ganet EMSAV KELTIEK BREIZH.
Ret e oa deomp bevañ ha labourat en un doare reizh e-keñver al Lezenn. Setu perak hon eus
goulennet digant ADSAV BREIZH (Renaissance Bretonne) bezañ degemeret gantañ evel ur
gevrenn dieub gant hor burev, hor c'hef hag ar gwir da sevel pep tra hervez hor c'hoant evit tizhout
hor pal :
Bodañ ha kenurzhiañ hon holl nerzhioù sevenadurel da labourat evit Breizh, dre ar
brezhoneg, er maez eus pep politikerezh.
Diazez E.K.B. eo ar c'hanton. E penn pep kanton, e Breizh-Izel d'an nebeutañ, e vez lakaet ur
c'henskriver, a vo kannad ar Strollad evit ar c'hanton.
Labour E.K.B. a zo daou dra ennañ : da gentañ, anavezout ervat dre enklaskoù stad ar
brezhoneg e Breizh. D'an eil, ren ar stourm evit adsevel hor yezh ha reiñ dezhi ul lec'h brasoc'h-
brasañ e buhez pemdeziek hor pobl.

Enklaskoù ha dielloù E.K.B.

Pennañ kefridi pep kenskriver eo reiñ keloù da E.K.B. diwar benn kement tra a sell ouzh ar
brezhoneg war e dachenn.
Pep kenskriver a gaso da zibenn pep miz ur skrid d'ar sekretourva a-zivout doare ar
brezhoneg :
- Kelennerezh ar yezh er skolioù hag er maez eus ar skolioù.
- Skignerezh ar c'helaouennoù brezhonek.
61
- Menozioù ha barnadennoù ar bobl, soñj ar pennoù bras hag ar skolaerien diwar-benn ar
yezh.
- Darvoudoù o tennañ da vuhez ar brezhoneg ( gouelioù, prezegennoù, implij ar brezhoneg
er c'henwerzh, er mererezh-bro hag all).
Pep miz e c'hoarvez gant ar brezhoneg traoù awalc'h en ur c'hanton da ober danvez ul lizher.
Lizheroù ar genskriverien renket ha studiet gant burev-kreiz E.K.B. a raio un diellaoueg
pouezus a servijo da glokaat al labour savet en araok gant Ensavadur Breizh.
N'hellomp ket divizout un dra a-bouez, n'hellomp nag aozañ na ren hor stourm hep gouzout
petra a c'hoarvez gant hor yezh e pep korn ar vro.
Goulenn a reomp digant hon izili ha digant an dud all hon eus da c'houlennata kompren
talvoudegezh an enklaskoù hag ar c'heleier evit hor Strollad.
Keuz hon eus da lavarout deoc'h n'omp ket deut a-benn da c'houzout resis er bloaz-mañ e
pelec'h e veze desket brezhoneg. Re zibaot eo bet ar respontoù d'hor follenn-enklask. Ur seurt
leziregezh a zo mantrus evit amzer da zont ar brezhoneg.

Ar stourm

O vezañ ma ne fell ket dezhañ ar gouarnamant anavezout hor gwir ha digeriñ dor ar skolioù
d'ar brezhoneg, un dlead eo deomp klask saveteiñ hor yezh ni hon unan.
Ha penaos hen ober ?
En ur sevel tamm ha tamm, gant hor striv hag hon arc'hant ar benveg sevenadurel a ra diouer
d'ar vro.
Al labourioù hon eus da gregiñ ganto ar c'hentañ ar gwellañ
a zo:
- skoazellañ ar strolladoù hag an dud o labourat endeo evit ar yezh.
- sevel skolioù brezhonek e pep lec'h ma vo gallus.
- skignañ al levrioù hag ar c'hazetennoù brezhonek e-touez ar bobl.
- ober levrioù ha kazetennoù evit ar vugale.

Hor skoazell d'ar strolladoù

Strolladoù 'zo e Breizh, hag ar c'helc'hioù dreist-holl. Lod anezho d'an nebeutañ, ha ne roont
ket plas awalc'h d'ar studioù breizhek ha d'ar yezh, e-kichen ar c'horolloù hag ar sonerezh. Ar
renerien n' o deus ket atav an amzer pe ar ouiziegezh ret evit pleustriñ war studi ar yezh gant o izili.
62
Klask a reomp diluziañ ar gudenn en ur lakaat e pep kelc'h ur c'hannad, ezel E.K.B., a vo
karget da sevel ur skol evit ar c'helc'h, ma n'eus ket unan, da zerc'hel ul levraoueg hag a c'hello
ouzhpenn kaout levezon awalc'h war an izili evit lakaat anezho da gomz brezhoneg.
Ar c'helc'hioù pe ar strolladoù, m' o deus ezhomm, a c'hell goulenn diganeomp ur c'helenner,
levrioù, danvez prezegennoù h. a. h. a...

Sevel skolioù nevez

Pep ezel hag en deus amzer ouzhpenn e labour-kelaoua - hag amzer a vez kavet evit an hini
a fell dezhañ bezañ kalonek un tamm - a zle digeriñ ur skol. Gallus e vije kavout e pep kanton a
Vreizh Izel ur breizhad gouest da sevel skol, ha muioc'h marteze !...
N' hon eus ket awalc'h a skolioù brezhonek. Gouzout a reomp ervat, pa vez digoret ur skol e
teu ugent pe tregont diskibl hag e miz gouere ne chom mui nemet pemp, daou marteze. Ne vern, ar
pemp pe an daou-se, ma kendalc'hit d'o c'helenn, a vo marteze, en amzer da zont, kelennerien pe
vistri nevez evit ar re all.
Ur skouer brav a zo dirazomp e Kleder. Ar skol vrezhonek a zo bet heuliet gant tri-ugent
diskibl. Ma ne vije ket bet ar c'hentelioù-se, tri-ugent breizhad yaouank a vije chomet hep lenn o
yezh, ha n'o dije ket desket he c'harout.
Pep brezhoneger desket a zlefe santout e don e ene ar c'hoant da sevel ur skol.

Skignañ al levrioù hag ar c'hazetennoù

Pep hini a oar pegen diaes eo da renerien an tiez-skridoù ha da renerien ar c'hazetennoù


moulañ skridoù brezhonek, ken ker eo deut da vezañ priz ar paper, gopr ar vicherourien, h. a.
Ret eo deomp labourat start evit ma vevo hor c'hazetennoù, evit ma vo embannet brezhoneg.
Gant an disterañ boloñtez vat a-berzh tud an Emsav, ar c'hazetennoù a zlefe bezañ disoursi e-keñver
kudenn an arc'hanterezh. Al levrioù a zlefe bezañ gwerzhet kalz muioc'h a skouerennoñ anezho eget
ne vez bremañ.
Perak eo ken fall stad an embannadurezh e Breizh : en abeg d'an diouer a lennerien.
- Da gentañ tud an Emsav ne gomanont ket a-walc'h.
- D'an eil n'eo ket aozet mat ar gwerzh.
Pezh a zo d'ober bremañ, araok zoken moulañ netra, eo
aozañ kreizenneù-gwerzh.
E pep kanton e soñjomp eta klask un den a yafe war ar maez da werzhañ al levrioù.

63
Ur souezh e vefe evit tud eus ar vro o welout pegen plijus eo al levrioù brezhonek ha dont a
rafe dezho ar c'hoant da lenn al levrioù-se.
Goulenn a reomp digant ar re a fell dezho hor skoazellañ da saveteiñ an Embannadurioù reiñ
deomp o anv diouzhtu. Fiziet a vo dezho un nebeut levrioù evit ober un taol-esae.
Digant an holl e c'houlennomp komanantiñ d'hor c'hazetennoù brezhonek ma n'o deus ket
graet c'hoazh.

Levrioù ha kazetennoù evit ar vugale

Adkroget hon eus gant an oberenn Brezhoneg ar Vugale. Betek hen roet hon eus levrioù evit
netra. N'omp ket evit kenderc'hel. Re baour omp, ha gouzout a reomp ouzhpenn ha n'eo ket ken
priziet gant ar vugale an traoù a vez kinniget dezho evit netra.
Pezh a vo gwelloc'h eo moulañ levrioù marc'had mat hag o gwerzhañ. Evel se ar vugale a
ouio abred talvoudegezh o levrioù ha marteze, diwezhatoc'h, ur wech ma vezint deut en oad e vint
boas a-walc'h da lenn brezhoneg evit komanantiñ ha prenañ levrioù, muioc'h eget ar re gozh.
Studiet hon eus ar gudenn eta, hag aozet eo bet gant daou ezek E.K.B., daou levrig graet a-
ratozh evit ar vugale, unan evit ar skolioù lik, unan evit ar skolioù kristen.
Al levrioùigoù-se a vo aes da lenn, livet o goloenn ha skeudennet, war-dro pemzek pajenn
enno.
Panevet an diouer a arc'hant (atav siwazh !) e vijent bet skignet e miz Here. Klask a raimp o
moulañ ar c'hentañ ar gwellañ.

Petra hon eus graet betek hen.

Da gentañ holl eo bet ret deomp kinnig hor menoz d'hor c'henvroiz. Ar re hon eus tizhet (hag
un darn a zo bet ankounac'haet, o fediñ a reomp d'hon digareziñ ) o deus asantet holl, koulz lavaret,
da gemer perzh er stourm.
Emsav Keltiek Breizh en deus bremañ 70 ezel. N'eo ket awalc'h. Un diazez mat eo
koulskoude evit mont war-raok. Setu niver hon izili e Breizh hag e lec'h all : Penn ar Bed (20), Mor
Bihan (6), Aodoù an Hanternoz (10), Il ha Gwilen (4), Liger Izelañ (6), Bro C'hall (21 ),
Trevadennoù Bro C'hall (2), Broioù keltiek (1).
Setu roll ar c'hantonioù e lec'h hon eus kenskriverien.
Penn ar Bed : Brest, Lokournan-Leon, Sizhun, Kastell-Paol, Pleiben, Lesneven, Skaer, Konk-
Kernev. Kemper, Rosporden, Kernperle, Rosko.
Mor Bihan : An Oriant, Alre, Gwened, Kistreberzh.
64
Il ha Gwilen : Roazhon, Redon.
Aodoù an Hanternoz : Lanuon, Plouvouskant, St-Brieg, Boulvriag, Plouber, Perroz.
Liger Izelañ : An Naoned, Ar Baol.
Bro C'hall : Pariz.
Trevadennoù Bro-C'hall : Dakar, Hanoi.

Roll-labour evit ar mizioù da zont.

Klask izili nevez ha kenurzhiañ hor strollad. Lakaat kannaded e penn ar c'hantoniou ha klask kaout
kenskriverien er c'humunioù.
- Digeriñ skolioù brezhonek.
- Aozañ gwerzh al levrioù war ar maez.
- Skoazellañ ar strolladou evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg, ha dreist holl ar c'helc'hioù.
- Evit diskouez deoc'h en un doare sklaer petra emaomp o soñj sevel, setu skouer kanton
Gwengamp, gwir greizenrn a studi hag a ober Ensavadur Breizh e-pad ar brezel.
Bez e oa ur c'henskriver e pep kumun. Gouzout a raed pizh e pe skol e veze kenteliet ar
brezhoneg hag e pe skol e veze graet brezel dezhañ. - Pep tra a veze lavaret diwar-benn ar
brezhoneg e pep korn eus ar c'hanton a veze skrivet diouzhtu ha miret. -- Diskouezadegoù a veze
graet evit diskouez d'an dud petra eo ar brezhoneg. - Skol vrezhonek a veze graet, eveljust. - Pep
miz e veze savet un danevell gant renerien ar c'helc'h, al levraoueg... h. a...

An danevelloù-se hag ar skridoù kaset gant ar genskriverien-gumun a veze dastumet gant ur


c'henskriver-kanton ha kaset bep miz d'ar burev-kreiz e Roazhon.
Adkemer ar roll labour-se evit pep kanton, setu hor c'hoant.
N'eus ket ezhomm a galz a arc'hant evit hen ober.
Evit ar Vretoned a gar o yezh hag ar Vro n'eus nemet heuliañ ar gerioù-stur-mañ a
ginnigomp deoc'h : Bolontez, Labour, Urzh.

EMSAV KELTIEK BREIZH


Sekretourva : Erwan Tymen, 30, rue de la Résistance, Quincy-sous-Sénart (S.-et-O.) - C.C.P.
572.325, Paris.
Skodenn-vloaz : ezel boutin, 100 lur ; ezel a enor, 500 lur.

65
LABOUR EMSAV KELTIEK BREIZH

Galv da gement hini a lenn brezhoneg

Ul labour ramzel a rankomp kas da benn : salviñ hor yezh


o vont da goll. P'hor bezo hor skolioù deomp-ni e vezo bet graet ur c'hammed bras war-raok war du
ar pal-se. Ret eo da hep hini ac'hanomp, adalek bremañ hag hep koll amzer dont war sikour ar re a
zo o tastum danvez kelenn evit ar gelennerien, ar vistri o deus graet, a ra pe a raio skol e brezhoneg.
Deuit war o skoazell !
Traoù resis ha prederiet-mat am eus da ginnig deoc'h hag ez an da zisplegañ dirazoc'h amañ ar pezh
a c'hell pep unan ac'hanoc'h ober diouzhtu evit sevel, maen ha maen, ar skolioù brezhonek a fell
deomp reiñ d'hor Bro. Ne vezo nep striv dister, sanailhet e vo pep greunenn, pep greunenn a vezo
lakaet da dalvezout.
Boulc'het mat eo bet al labour endeo. Studierien, beleien, bretoned a hep renk a bep stad hag
a bep micher o deus pourchaset en un doare cfedus danvez kelenn da Skol Blistin pa oa en he sav.
Al labour pouezus-se n'eo ket kollet. Serret eo bet Skol Blistin pevar bloaz 'zo. Un deiz avat e vezo
savet unan all ha meur a hini all heñvel outi gant harp Doue ha skor an holl Vretoned.
N'eus lenner brezhoneg ebet ha n'hellfe ket ober ar pezh a reas pevar bloaz zo ar
guchennadig tud a labouras evit Skol Blistin : sevel fichennoù, da dalvezout da gentelioù d'ar
vugale.
Grit an dra-mañ diouzhtu : Troc'hit un tamm paper gwenn (15 sm X 10).
Lezit goullo, a-gleiz, ur riblennad 5 sentimetrad led. Bremañ, seul wech ma vezit o lenn
levrioù, kelaouennoù kozh pe nevez, klaskit enno an danvez kelenn. Merkit ar bajenn ha, p'ho pezo
un tammig amzer, krogit en ho pluenn ha diskrivit, sklaer ha fraez hag a-blaen el lodenn zehou hag
e brezhoneg peurunvan mar gellit, pennadoù, lennadurioù, barzhonegoù mat da zibunañ, arroudoù
(a dalvezo da skrivadennoù ) pennadoù istor, douaroniezh, skiantoù natur : al loened, ar plant, ar
vein... Mar gellit treiñ galleg e brezhoneg, perak ne savfec'h ket da skouer ur fichenn warni
kudennoù jedoniezh ?
66
An holl fichennoù-se a vo lakaet da greskiñ bern ar re a zo bet savet betek-hen evit Skol
Vrezhonek Plistin. Bodet, ha graet ur sell warno, e vo aze danvez kentelioù ha levrioù, prest-ha-kaer
da vezañ embannet. Kant den o skrivañ peb a fichenn a c'hello en doare-se sikour ul levr-skol. N'eO
ket kant fichenn eo emaon o c'hortoz diganeoc'h, lennerien ger, met ouzhpenn. Hag, en ho touez,
mar bez unan bennak ac'hanoc'h dornet kaer a-walc'h evit tresañ, perak ne dresfe ket ar c'hartennoù-
douaroniez, taolennoù korf an den hag all, hag all, a ra kement-all a ziouer d'ar skol vrezhonek.
Alo, buan, dibabit danvez, savir ho fichennoù hervez lavaret deoc'h ober uheloc'h. Grit ar
pezh a c'hellit, met grit un dra bennak koulskoude ha, m'hoc'h eus menozioù all, o c'hasit deomp. Ni
eo, arabat krediñ e vezo a-hend-all, a savo, hor skolioù brezhonek, deomp-ni eo ober war o zro hep
mui gortoz, adalek bremañ.

KERLANN.

Kas pep tra da : P. Ar Bihan, 1, av. Marceau, Trappes (Seine-et-Oise). Lakaat e korn ar golo ar ger-
mañ : « Skol ar Vro » Diwallit
a blegañ ar fichennoù.

67

Studiadenn un Amerikan diwar-benn anvioù-lec'hioù Breizh

Emaon o paouez lenn ul labour hag a vo brudet kent pell : hini William Smith diwar-benn al
lec'hanvadurezh vrezhon ( De la Toponymie bretonne », stagadenn « Language », kelaouenn
kevredad yezhoniel Amerika, ebrel-mezheven 1940). Skrivet eo bet gant un Amerikan a gar Breizh
hag ar brezhoneg. Daoust ma 'z eo an oberour ur saozneger a-vihanik, en deus skrivet e levr ( 136
pajenn. in 8°) e galleg. Savet eo bet al labour gant aked, gant skiant-prenet, rak ur yezhoniour a-
vicher eo an oberour, bet skoliad e Skol-Veur Kolombia, deut da studiañ ar brezhoneg war an
dachenn : e Breizh-Izel, evel m'en deus hen skrivet en un doare kaer da rener « Tir Na n-Og ».
Fellout a ra din, hiziv, keñveriañ al labour-se gant hini T. Jeusset hag a zo bet embannet e
niverennoù SAV 1943-44. Rak ur marzh eo gwelout penaos o deus labouret an daou zen-se war an
hevelep tachenn, hep bezañ anavezet an eil gant egile. Ar brezel a zo kiriek da se, dreist-holl.
Smith a zo bet harpet gant Skol-Veur Amerika. Homañ he doa prenet zoken un dornskrid
savet gwechall a-zivout anvioù-lec'hioù Breizh gant Brizeug. Ha setu penn-orin al labour skiantel-se
deut betek ennomp.
Jeusset (hag a zo ur brogarour ) en deus mennet treiñ e brezhoneg anvioù-lec'hioù Breizh-
Uhel. Hogen bevañ a reomp e Bro-Frañs, evel ma oar an holl, hag e Bro-C'hall n'eus skoazell ebet
evit an enklaskerien... war an dachenn geltiek, d'an nebeutañ.
Kador-gelennerezh ar yezhoù keltiek e Skol-Veur Roazhon hag a zlefe harpañ an
enklaskerien ha skignañ ar vrud war ar geltiegouriezh e pevar c'horn ar vro n' eo nemet ur mirdi evit
dornskridoù poultrennek. E-pad ugent vloaz hag ouzhpenn, petra en deus graet an den e karg ?
Boulc'hañ an « Atlas linguistique de la Basse-Bretagne » hag a zo manet hanter-voulet. - Lavarout a
reomp an dra-se evit diskouez fraez ha sklaer ez oa diaesoc'h ober ul labour skiantel e Breizh eget
en Amerika.

68
Koulskoude, labour T. Jeusset ha labour W. Smith a zo oc'h en em glokaat an eil gant egile.
A-wechoù en deus faziet hemañ hag ez eo reizhet gant hennezh, pe ar c'hontrol eo. Meur a anv roet
gant T. J. a zo dianav da W. Smith en deus lennet levrioù pe pennadoù-skrid savet gant gouizieien
ha n' int ket bet meneget gant T. J. en e vammennoù. Harpañ a reont peurliesa, martezeadennoù hor
c'henvroad.
Ar pezh a gavan fazius e labour W. Smith eo en deus kemeret evit diazezañ e labour furmoù
brezhonek an anvioù-lec'hioù embannet gant Roparz Hemon en e c'heriadurig brezhonek-gallek.
N'eo ket R. H. a zo da vezañ rebechet, ar bobl an hini eo hag he deus disleberet an anvioù broadel
dre ziouiziegezh pe leziregezh.

Un distresadenn eo lavarout Priel evit Plougiel (Ploug-Kiel) pe Kistrebeh evit Questembert,


da skouer.
A-hend-all, perak distagañ Faoud evit le Faouet er Mor Bihan ha Faoued en Aodoù an
Hanternoz ? Pe Pleuveur en A. an H., Plañwor er Mor Bihan ha Ploeur e Penn ar Bed ?
Touellet eo bet ar bobl, anat eo, pa zistag Ploveilh ha Lanvilin evit Plou- ha Lan-Merin,
Kozmeal evit Coatmeal.
Ret eo, eta, reiñ da anvioù-lec'hioù Breizh ul lufr nevez, koulz d'ar re a Vreizh-Izel ha d'ar re
a Vreizh-Uhel. T. Jeusset en deus graet endeo al labour evit Gorre-Breizh. Levr W. Smith a roy an tu
d' e ober evit Breizh-Izel. Lavaromp krenn ha krak e vije bet diaes-tre tremen heptañ.
Da heul, reomp da c'houzout an anvioù-lec'hioù a c'heller burutellañ e labour an Ao. Smith :

ALRE. Martezeadenn all gant Loth : « Alre n'eo ket un anv brezhon, end-eeun ». Da grediñ eo pa
seller ouzh Alérac (anv kozh St Yuz. I. ha G.) hag Allaire.
ANDEL. Bez' eo risklus keñveriañ an anv-se ouzh Treffendel. Andel < Andalis ; sellit ouzh Andelat
> Andalacum, Dauzat.
BEIGNON. An oberour n'anavez ket, anat eo, stummoù Beingloen vicaria, 843, ha Bieloen, IX vet
kd, meneget gant La Borderie ha Guillotin de Courson, ha fals-staget gant hemañ da v-Beaulon.
BERIAN. ( Trévérien ). - N'anavez ket kennebeut an oberour ar stumm Tregurian. XIvet kd, roet
gant Bossard (T. J.).
69
BREST. Martezeadenn an Ao. Yeun ar Go ne c'hell ket bezañ degemeret. Peur ha pelec'h e talvez ar
ger rest kement ha « koadeg » e brezhoneg ? (S. o. Penarest).
BRIEC. ..a vefe neuze un anv galian-romanek en -AC deut da vezañ -EK. Evel-se e c'hoarvez
peurliesañ e Bro-Wened.
CAEOC . Langueux = Lann-Caeoc, evel m'en doa merket Gwazgwenn (« Studi hag Ober ») a-enep
T. J.
CAMPBON. Diskleriadenn an oberour a zo hep diazez. Dunum a venn lavarout amañ « kreñvlec'h
».
KERAEZ. Martezeadenn an Ao F. Loth (« Romania ») a oa ivez dedennus-tre : Car + Osismos (rak
kêrbenn an Osismii he deus bet evit gwir an anv diwezhañ-mañ ). Hogen, levezon ar c'heltiegour
Loth a voe brasoc'h eget hini ur romanegour.
COMMANA. Ha n' en deus ket soñjet an oberour en anv-gour Anna meneget e buhez St Samzun ?
CONCORET. Ha ne c'heller ket meizañ kon > ken, rak-ger boutin a gaver e Comper = Kemper ?
CRÉHEN. Ar stummoù kozh Querhen, 1232-1269-1271, ha Kerhan, war-dro 1330, a zistruj ar
vartezeadenn krec'hienn = uhelder. Gellout a reer meizout anv ur sant Han (s. o. Trehan, Bro-Leon ).
DENWALL. (Planguenoual). - Krediñ a ran ez eo anv ur sant Conwal hag a vefe harpet gant ar
stumm Plogonoal, 1138-1218.
DINARD. Din-me e hañval bezañ gourfenger an anv-lec'h-se *artos > arz. Sellit ouzh Dinart, XIIet
kd. - An hevelep anv eo a gaver e Arth-mail < *arto-maglos ( Ploermel ) .

70
DOURDAIN. ...a c'hell bezañ dour don, marteze. Bez' e vefe souezhus, avat, e-kreiz ur vro
romanek e-giz-se. Stummoù kozh Dourdan, XIIet kd, ha Dourden a ziskouez bezañ heñvel
kentoc'h ouzh Dourdan ( Bro-C'hall ) hag a oa Dordincuin e 885. Bez' e vefe neuze un anv
hengeltiek.
DREFFEAC. - Ha ne vefe ket deveret kentoc'h eus Draviacum (Dravius) ?
EUFFRET. - (Lokeored - Loqueffret). - Ar vogalennadur ev > eo a zo heñvel ouzh hini an anv-
boutin levr > leor.
FOUEN. - Ur skouer anat eus leziregezh ar bobl e distagadur an anvioù-lec'hioù a seblant dezhi
bezañ re hir. Aes eo da verkañ e Bro-Gernev a-bezh : Rosporn, Rostren, Nin ( Nizon ). Ha
koulskoude e leverer : ar Fouenantiz, ha reizh eo !
GUER. Anzav a ran n'em eus ket ken soñj eus ar-Guern (?) nag eus agro Guernio. Hogen, souezhet
on o welout n'anavez ket an oberour ar stummoù Wern, 836, Guern, XIIet kd, Guer, 1137, hag a
ziskouez distagadur an anv-se e henvrezhoneg, e krennvrezhoneg hag e galleg ar Grenn-Amzer.
GUICHEN. Ar stummoù Guischen, 1101, Guichenium, 1122, Guichein, 1185, ne seblantont ket
aotren ur c'henaozadur gant gwik. – D'am meno, ez eo anv ur sant da skouer Guithian (meneget
gant Loth) hag a zo bet staoñeget gant ar c'hallegerien.
ILTUD. - (Lanildut ). Un distagadur poblek adarre : tud e-lec'h - dut. Derc'hel koun en deus
diskleriet Loth e oa deut ar furmoù kozh da vezañ Ilut, Ulut abaoe an XIIIet kd.
LAN. - Re strizh eo displegañ lann gant « chapel ». Landreger a dalve kement ha « manati Treger »
er maread kentañ, a dra-sur; Lan-meur-meler : « manati bras Melar ».
71
LAMBALLE. - Lambaulum, XIet kd, a zo ur stumm koshoc'h eget Lamballum ha na gaver ket
araok an XIIet kd. Distreset eo bet anv ar sant gant ar c'hallegerien. - Loth a zispleg : « Lanna Pauli
».
LANDÉHEN. - Keñveriañ an anv-mañ ouzh hini Landéan a zo reizh. Ha n'eo ket anv ur sant Han
( Trehan ) gant ar rak-ger To -?
LANGON. Smith na oar ket ez oa Lingonium stumm Langon Okitania en XIIIet kd. N'eo ket
heñvel ouzh Langon Breizh-Uhel hag a oa Landegon, 797, LantDegon, 834. Hag e vefe re her
displegañ an anv diwezhañ-mañ dre To +kon (s. o Conmeur = uhel + bras) ?
LOUDÉAC. Ar stumm Locdoiac C. R., meneget gant Loth, a dalv a-enep *Laudiacum. Hogen, ar
furm diwezhañ-mañ a vefe reizh e-keñver Lohéac a vefe distaget Loziâ gant ar gouerien gozh
(Praud, meneget gant T. J.).
NOYAL. - Merkañ ez eo Nulliacus, 1050, stumm koshañ Noyal-sur-Seiche hag a zo heñve1 ouzh
Neulieg e-kichen Pondi.
PAIMBOEUF An Ao. Smith ne oar ket, anat eo, ez eo Pembro un ijinadenn savet gant brogarourien
a-vremañ. Ar stumm kozh a zo Penbo, XIIet kd. Skrivet eo bet Penboef pa 'z eo bet mouget ar
brezhoneg er vro (1216).
PENAREST Amañ ne c'heller ket displegañ rest gant « koadeg », rak an amprestadenn-se d'ar
germaneg a dalv kement ha « muzul a-hed an hent » hag ivez « diskuizh, lec'h-ehan » (Loth).
PENESTIN. – N'on ket evit dic'hoarzhin pa welan an Ao. Smith o kemer an ijinadenn Penkesten
evit ar stumm gwirion.
72
PIRIAC. Anat eo n'anavez ket an oberour stummoù roet gant T. J. : Plebs Keriac, 861; Penceriac,
867 ; Pen-Keriac, 1084; PenKerac, 1112. N'eo ket heñvel e nep giz, eta, an anv-se oueh hini Piré.
PLANCOET. Ha ne vefe ket kentoc'h un anv hironek : Planum - Coet ?
PLÉNÉE. ...a oa Pleneet e 1231. Ha ne c'heller ket e geñveriañ gant Plounez (Nedd, Neath, gouez
d'an oberour) ?
PLESSÉ. A-enep ar vartezeadenn Plou-, ez eo ret diwall ouzh an traoù-se :
1. Plessé n'eo ket en ur c'helc'hennad merket gant ar rumm anvioù-se;
2. ne gaver ket anezhañ skrivet Plou- en dielloù kozh (tra ma 'z eo Pléchâtel skrivet Ploucastellum
ha Plocastel);
3. Sei a zo stummet evel un anv romanek.
A-enep orin brezhonek Tressé, e ranker merkañ : 1. - biskoazh n'eus bet un trev bennak gant anv
sant ar barrez (Smith); 2. - bez' ez eus e Bro-C'hall (Auvergne) un anv-lec'h Treyssac hag a zever
eus Tricciacum.
Evidon-me, n' eo Plessé nemet ur Placitum latin emdroet e romaneg hag ar stumm « plebs qui
dicitur Sei » un esae displegadur gant ur skrivagner breizhat eus abati Redon.
PLOUGER. Amañ e ra an oberour gant kinnig F. Loth : Plou-ger - « parrez-kêr ». Hag e lavar
ouzhpenn :« Cette ville gallo-romaine ( Keraez ) a donné son nom aussi au pays environnant ». A-
du gantañ emaon, rak n' eo ket gwirheñvel e talvezfe Pou-caer kement ha « bro ar c'hastell ».
POULGUEN. Stumm Poulguen, 1476, evit Le Pouliguen a laka anat ez eo heñvel ar ster e Breizh
Uhel hag e Breizh Izel.
REDON. - Loth a ro da c'houzout ez eo Redon ar stumm emdroet reizh eus Roton.
73
RENAC. - Ne c'hell ket *Ruiniacus bezañ pennorin ar stummoù Rannac, 832, ha Rannac, 850.
Merket en deus T. J. penaos Rannée a ro da soñjal da Radenacum gant e stumm Radenix, 1150.
RICAN. Ha ne vefe ket kouezhet ar g eus Rigan ? Sellit ouzh Riec < *Rig-acos.
RIEUX. A1 lec'hioù anvet « Rieux », niverus a-walc'h e Bro-C'hall a zever eus rivus = gwazh,
gouez da Longnon. Ar stumm kozh eus Rieux Breizh a zo Reus, 862.
TALENSAC. - Talentiacum (Smith) a harp ar stumm Talensac, 852, roet gant T. J.
TREFFENDEL. - Loth a ro keal eus Sant Endal, meneget e breviel Dom Lobineau, S. B.
TUTWAL. - Smith a zislavar an Ao. Gourvil hag a lavar groñs ez eo Tudgual ur fazi evit Tugdual, «
Nouvelle Revue de Bretaqne », 1948.
VITAL (St-) - Patron St Viaud (L.-I.) a zo roet evel ur penitiour gall roman gant La Borderie. N'eus
forzh penaos, ez eo latin an anv. En IXet kd, edo ur « villa qui nomine Scobrit » el lec'h-se.
YFFINIAC. Geslin de Bourgogne a embann ar stumm Ilfiniac (XIIet pe XIIIet kd) evit Yvignac.
Bez' e vefemp neuze dirak un anv heñvel ouzh Iffendic < Hil Fintic, a dalv hil ennañ kement ha «
gouenn, rummad ».

Ul labour a bouez bras eo hini W. Smith. Dont a ra diouzhtu war-lerc'h ar re savet gant an
Ao. Loth hag e genseurted. Enoriñ a ra an Ao. Smith ar Skol Veur amerikan he deus embannet e
levr. Hag ar Vrezhoned digor o daoulagad a drugareka anezhañ.
MELAR-JOSIG.
74

NOTENNOù

IAN BART AR FLAMANK. - Lennet ganin en deiz arall war ur gelc'hgelaouenn c'hallek a viz
Here 1938 un notenn a-zivout ul gallek e dalbenn Louis XIV et les Provinces conquises gant
Marquis de Roux (Editions de France). Setu danvez an notenn :« Studiet eo bet gant Monsieur de
Roux un dra n'eo ket bet gwall-bouezet warnañ betek-hen. Il s'agit de 1'assimilation par la France
des nouvelles provinces conquises par le Roi-Soleil; provinces qui comme le Roussillom, la
Flandre et l'Alsace avaient souvent un très vif particularisme ». Al lavarenn ziwezhañ he zrofe
aes a-walc'h ar brezhoneg : disheñvel-krenn e oa Flamankiz hag Elzasiz diouzh ar C'hallaoued.
Forzh penaos emañ merket splann el levr-se e oa ar Flamankeg ar yezh a gomzas, a lennas
hag a skrivas Ian Bart eus Dukark betek eur e varv. E zanevelloù mor zoken a veze skrivet gantañ e
Flamankeg.
Mat e vije da unan eus skrivagnerien Al Liamm e Pariz pourchas al levr-se en ul lenndi. Traoù
talvoudus ha mat da ziskuliañ a vije kavet ennañ a dra sur.

A-ZIVOUT DAVIZ NEVET. - Diwar-benn an anv Daviz em eus lennet diwar dorn Jozeb Loth e
oa Dafydd ur stumm gouiziek eus Dewi. A-hend-all ez eus e kembraeg ur stumm poblek arall, a
gav din, Dai pe Tai. Ho pet soñj e romant Richarzh Llewellyn, « Glasat oa va glen », eus Dai
Bando, ar C'hembread kalonek-se, hag eñ dall a zistroas eus an emgann « e zaouarn en e chakotoù,
gant ur pilad tud adrekañ ouzh torgenn » ha na gave da lavarout nemet :« Hennezh gant un tok ! Ur
c'hi bastard ! N' ouzoc'h ket ? Touiñ 'n hini 'n deus graet ! Ya, touiñ-Doue, touiñ-Doue ! ».
Neuze e vefe bet anv kozh Pouldahud, un dra bennak evit *Ploe Daviz, o tegouezhout gant
ur stumm kembraek *Plwyf-Ddafydd. E Goueled-Leon ez eus un anv-lec'h Coativy : ha ne vije ket
ur C'hoad Divi ivez ?

ANVIOU PARREZIOU. -- Ur fazi e tle bezañ skrivañ Ploare rak distagañ 'ra an dud Ploarre gant
un a berr-tre. A-zioc'h dor-dal Iliz Sant Mikael, e traoñ-kêr e-tal ar Porzh-Rhu e Douarnenez, ez eus
un enskrivadur ma vez lennet splann Plou-Arre. A-hend-all Sant ar barrez a zo Herle, gant un h 'vit
ober brav. Lavarout a ra filologourien 'zo emañ diveret an Alre koulz hag Herle eus Arre, dre na fell
mui d'ar brezhoneg modern kaout daou r en hevelep ger.
En dei all e lavarer Poulann ha neket Poullan evel m' eo bet distreset gant an ofisialidi.
Skrivet mat eo war geriadur R. H.
Pleuneg evit Plouhineg e Kernev a zo un tammig re drefoet. Klevet e vez Plouhineg gant
tud 'zo ha Pleuneg gant lod all, met peurvuiañ ez eo Plweneg a leverer. Aes eo kompren a belec'h e
teu ar stumm-se pa ouzer ez eo Vinoc pe Venoc (evit Gwenog) Sant ar barrez. An henstumm a oa
*Ploe-Wenog.

SETU HA SEDE. - Plijout a rafe din anavezout savboent lennerien ouiziek T.N.N. -A.L, war
gudenn orin an daou c'her-mañ hag o implij.
Amañ e Kernev Izel ez implijer ur gerig, sê, ha n' emañ ket er geriadurioù. Talvezout a ra kement ha
n'eo ket ta! Da skouer Amañ vo brav azezañ en disheol, sê. E gwirionez n'eus ster ebet,
gant sê.
75
Ober a reer ivez gant sé ha sê 'ta e-lec'h sell ha sell 'ta ha sellit ha sellit 'ta, met klevet e vez
ivez sell 'ta ha sellit 'ta.
Implij a vez graet ivez eus sed er gomzenn sed aze 'vat ! pe setu aze !
Setu ne vez ket implijet gwall alies evel er yezh lennek, d. l. evel e galleg. Rall a wezh e teu
setu-eñ ha komzennoù seurt-se gant an dud, kentoc'h 'mañ ' tont pe aze 'mañ. Er gourioù all e reer
gant aze oan, oas, oac'h, oamp. Displeget eo bet ar c'hemmesk amzerioù-se gant F. Kervella evel-
hen : diwar heñvilidigezh oar (emeur) ouzh oad eo deut oan, oas, h. a. da vout kevatal gant emaon,
emaout, h. a.
Setu a reer gantañ: (1) e fin un disklêriadur evit pouezañ war pezh 'zo bet diskleriet, (2)
dirak ul lavarenn a-bezh, da skouer :
Kouezhet ar c'hi bihan er varazh, ha beuzet, setu ! -- Dav oa din kaout va argant en-
dro, setu oan aet da wel't anezhañ 'n e di.
Pa vezer o kontañ un dra hir awalc'h e reer alies gant setu e-lec'h neuze, pe a-gevred gantañ.
...Degouezhet oan dirak dôr an ti, setu (neuse) oa deut soñj din (pe : ha setu oa deut
soñj din) vije gwelloc'h gortoz ken ac'hann an deiz war-lerc'h...
Ha setu ni neuze dav deomp dizreiñ d'ar gêr, diouzhtu.
Kouezhet oa 'barzh ar puñs a setu eñ gwall-dapet.
Rouez klevout ur frazenn o kregiñ gant setu --- Kentoc'h eget : setu c'hwi tapet fall e vo
lavaret : aze 'maoc'h tapet fall.
A-hend-all diwar-benn sell ; n'eo ket eus ar verb e teu rak lavaret e vez sell anezhañ ! sell e
ruzder ! sell he mourren !, sell he zres ! Pa teu sell eus ar verb sellout e lavarer sell ouzh.
Implij a reer setu ! e-unan pa astenner un dra da unan bennak

LAVARIOU POBL. - Setu ur gomz bennak klevet en ur gantren dre Vreizh e-pad an ehan ; ne
gredan ket o c'haver er geriadurioù.
Komzet outañ n'oule ket respont ; tamm soñj deomp pezh d'ober. Klevet en ur c'harr boutin etre
Boulvrieg ha Sant Nikolaz ar Pelem..
E Bro ar C'hab em eus klevet : choual ouzh unan bennak, d. l. eo gervel ub. a-bouez-penn
:-choual war unan bennak, lavarout droug eus ub. pe tamall un db. outañ.
E Goueled-Breizh em eus klevet alies ur ger jeu pe cheu na dalv ebet c'hoari. Penaos 'ma' r
jeu ? mont a ra ? mat ar bed ? N'eo ket dav deoc'h ober cheu evit kement-se, d. l. eo nec'hiñ, en
em chalañ, pa ober trouz, pe klask trouz, tabutal. Mat ar jeu ! mat an traoù. Ar jeu-se, an dra-se
n'ouzon ket petra ober anezhañ, ar « machinn-se. Aze 'vo cheu, trouz tabut a vo.
Lukker a vez graet e Beuzeg ar C'hab eus ar maen plat a laker a-sav a-dreuz an hentoù
bihan pe e toull dor ur vered pe ur porzh, da ampech ar saout da zont tre, evit lugañ anezho da
antreal.
Lampreiz, a zo bet merket dija war ho kelc'hgelaouenn, a zo anavezet er vro-vigoudenn ;
klevet em eus : lampreiz ur preñv-goulou.

UR REIZHADENN BENNAK DIWAR-BENN AN ANVIOU-LEC'HIOU.


I- Plijus eo da lenn pennad Neven Aberispou. Hogen, touellet eo bet an oberour a-wechoù dre
c'hoant brezhonekaat anvioù-lec'hioù romanek. Ne c'hell ket an dibenn-ger latin -aria, bezañ
hañvalet ouzh -etum e-keñver ar soniadouriezh. Deuet e vije Buscoria da vezañ Beuzaer, rak
kavout a reer Prevenquer evit Pervencaria (hiziv « Prinquiau » ) en XIIvet kd. --- A-hend-all, ez
eo un doare fall-meurbet (d'am meno) treiñ anvioù gallek a-vremañ gant anvioù boutin brezhonek.
N'eo ket evel se m' o deus graet ar Vrezhoned gwechall.
76
Klevet o deus anvioù romanek hag emdroet anezho kerkent e brezhoneg ( Casneteia = Kaenez-
Chasné ). Salicetum ne c'hell ket bezañ orin Halegoued e brezhoneg;, rak ne gemm ket an S latin
pe, zoken, an S hengeltiek degaset e brezhoneg gant al latin (Loth, mots latins dans les langues
brittonniques).
II. -- Touellet eo bet hor mestr karet, an Ao. Vallée, p' en deus hañvalet Quelaines (15 kd eus Laval
war du ar c'hreisteiz) ouzh Kelenn. Dont a ra an anv-lec'h-se eus Colonia (anat eo gant ar furm :«
vicusquem Colonias vocant », bloavezh 1111- abretoc'h e kaver : « Colonica ultra Meduanam »,
bloavezh 847). Arabat eo ankounac'haat ez eo rouez-tre an anvioù-lec'hioù brezhonek er-maez eus
a Vreizh.
En ur studiañ pizh anvioù-lec'hioù Breizh-Uhel e kaver Quelen e parrez St Laurent de
Gréneuf (Mor bihan). Hennezh eo ar skouer dereat evit an Ao. Vallée, rak kavout a reel «le Houssas
», 800 md ac'hano, e parrez Ruvieg-bihan.
Paotoc'h eo an anv-stroll Kelenneg a gaver e anv-parrez Quelneuc hag e anv rak-kêr
Roazhon Quineleu (Queneloc, 1271, Quineleuc, 1456).
Ret eo klask atav stummoù kozh un anv-lec'h, pe romanek pe geltiek e ve, araok toullañ
kaoz warnañ. Melar JOSIG.

SKRIVAÑ, KOMZ HA KLEVOUT BREZHONEG


Ul lenner a skriv deomp :
... « Gant ur blijadur vras em eus lennet an niverenn diwezhañ. Hag ar pezh en deus plijet ar muiañ
din, n'eo ket talvoudegezh diabarzh ar pennadoù embannet ( ha pell emaon diouzh disprizout an
dalvoudegezh-se), met gwelout ur brezhonkeg a ziver aes ha resis eus pluenn ar skriverien. Pezh a
ziskouez e vev da vat ar brezhoneg e pennoù Breizhiz a oar gwelout ha prederiañ. Ret eo d' hor
yezh bevañ atav muioc'h-mui ha kenderc'hel da ziwanañ ha da zisplegañ ar pinvidigezhioù, ar
perzhioù enklozet enni evit dont da vezañ ur yezh klok a sevenadurezh. Met ne c'hello bevañ ar
brezhoneg, ha ne c'hello kenderc'hel gant e lammgresk-diabarzh nemet pa vezo implijet bemdez hag
evit pep tra gant ar vrezhonegerien. Ha ne vezo brezhonegerien wirion, nemet pa vezo tud en o aes
er brezhoneg, evel ma vez ar pesk en e aes en dour. Hag evit se eo ret klevout komz brezhoneg. Ar
studiañ a zo mat, ha rekis zoken, met skuizhus ivez hag alies ne veizer ster leun ur ger nemet dre
welout anezhañ implijet e meur a frazenn o teurel pep hini warnañ he sklerijenn. Ret eo klevout ar
brezhoneg, hag hen klevout alies, evit anaout mat e zremm hag evit boazañ an divskouarn ouzh e
son. An dud a bled ar muiañ gant ar brezhoneg a chom alies er c'hêriou, ha, ne c'hellont ken, gant ar
geraouez a zo, mont da vevañ ur pennad-amzer e maezioù Breizh-Izel. Gant ar skingomz e
c'hellfent evit netra hag hep kuitaat o zi, klevout brezhoneg. Skinva Kimerc'h ne c'hall ket seveniñ
ar gefridi-se peogwir eo dister e nerzh ha diaes da glevout. Gant se, kavout a ran mat ar pezh a
ginnig P.E. en e bennad-lizher : « ar brezhoneg er skingomz ». Ha ne c'hellfe ket unan eus ar broioù
keltiek, dre ur skinva kreñv a-walc'h, skingas pep sizhun ur pennad-komz brezhonek ? Gouzout a
ran eo disfizius potitikerezh ar broioù. Met daoust ha, ne c'hellfe ket ar skinva a gomzan anezhañ
kas dre ar gwagennoù nemet danvez lennegezhel ha keleier ken diwar-benn ar broioù keltiek, ken
diwar-benn ar bed holl ? Dre ar skingomz e c'hellfe ar Vrezhoned : mont donoc'h en anaoudegezh ar
brezhoneg ; tennañ frouezh dioutañ dre ar pezh a glevfent ennañ ; kavout o flijadur gantañ. »... M
R
77
GOLO NIVERENNOù AL LIAMM – TIR NA N-OG. SKRIDVARNEREZH
Skrivañ a reer deomp :
E kav din e tlefec'h marteze kemmañ doare golo ho tastumadenn, (hini Tir Na N-Og a oa gwelloc'h
ha bravoc'h) hag ivez miret unan eus an daou anv, pe kemer un anv all...
Gwelloc'h e kavan ar barzhonegoù eget ar c'hontadennoù, dreist-holl barzhonegoù Maodez
Glanndour ha Roperzh Ar Mason. A bouez e kavan pennadoù prederouriezh Maodez Glanndour hag
ar pennadoù skridvarnerezh. Hag er c'heñver-se, e c'hellan lavarout hon eus diouer a skridvarnerezh
e Breizh : e Gwalarn e kavomp pennadoù niverus a-walc'h gant R. Hemon, ha c'hoazh dreist-holl en
niverennoù kentañ : lennet em eus ivez pennadoù strewet amañ hag ahont e « Kannadig Gwalarn »,
e « Galv », « Sav », en « Arvor », met n'int ket gwall niverus. Setu perak on bet plijet-bras o lenn e
niverenn 4. «T. N. N.» pennad Maodez Glanndour diwar-benn « Kanoù en noz», Zavier Langleiz,
ha nevez'zo « Ar merc'hed e lennegezh Vreizh », hogen perak n'hoc'h eus ket embannet abaoe
kendalc'h ar studiadenn-se, ken dudius ?
P. P.

BLEUN BRUG (20-21-22 a viz Eost). Devezhioù frouezhus, bruderezh mat evit ar yezh. -- Ur
menoz mat eo bet ober ar gouel e Kastell-Paol (ar seizhvet gwech eo) en ur c'horn-bro ma 'z eo
c'hoazh ar brezhoneg bev-mat ennañ ha doujet an Ao. Perrot. Kalz a arvesterien a zo deut da sadorn
ha da sul da noz evit klevout tonioù ar vro ha gwelout pezhioù-c'hoari ha plijet eo bet an holl gant ar
pezh a zo bet kinniget dezho. Koulskoude, ar pezhioù-c'hoari (ar sorser , un nozvezhiad rev gwenn,
ar muiañ karet, kornandoned St Kadou n'int ket bet dispar ar c'hoarierien evit an darn vuiañ o
tioueriñ skiant-prenet. Evit ar sonioù, anat eo deomp ur wech muioc'h n'eo ket ar mouezhioù
gwellañ a zo ar muiañ prizet gant ar bobl vreizhat hogen ar re a oar reiñ ul liv, ur vuhez d'ar
c'homzoù. Un arz poblel, ur c'hoariva poblel a rafe buan berzh e Breizh-Izel. Da sul goude lein, un
toullad mat a dud a zo deut betek gour-liorzh kastell Kernevez : ha neuze dav dezhi war al leurenn
gant ar sonerien, ar gorollerien hag ar ganerien. Fromus ' oa pegen c'hwek e teue ar brezhoneg war
vuzeloù ar vugale gounezet ganto prizioù kentañ ar genstrivadeg. Paotoc'h e vije bet an engroez
evelato, ma ne vije ket bet sachet kalz a gelc'hioù da Gonk-Kernev da geñver « Gouel ar rouedoù
glas » ha d'ar Baol evit ur gouel breizhat all. Mantrus eo gwelout ne zeu ket renerien ar gouelieù-se
a-benn d'en em glevout kenetrezo da zibab an deizioù.
Ne vern penaos, mat eo bet Bleun-Brug 1948. Diskouezet en deus da « zen ar ru » e c'he11
kaout dudi ha plijadur gant e yezh. Mat e vije bet zoken, m'en dije graet nemet reiñ an tu da galz a
vrezhonegerien eus an dibab d'en em welout e Bro-Leon ha da dremen a-gevret eurvezhioù laouen.
Hor gourc'hemennoù da renerien hag aozerien ar Bleun Brug n'eo ket bet kollet ar boan o deus
kemeret. Hetomp e vo gwelloc'h c'hoazh ar gouel e Lokournan e 1949.

KAMP AR VREZHONEGERIEN. Ur blijadur vras o deus bet an holl vrezhonegerien bodet e


Kleder e-pad an devezhioù re verr tremenet eno a-gevret. Un tiegezh bras eo bet ar C'hamp, renet
mat a-hend-all gant Zavier Langleiz ha Vefa a Vellaing.
78
Divizet 'oa bet e vije labouret ha hini ebet n'eo chomet war lerc'h e-keñver se.
Youl vat o deus diskouezet an holl. Kelennet 'oa kembraeg ha brezhoneg diouzh ar beure ha
prezegennoù e-leizh hag eus an dibab a zo bet graet gant an Ao. Ao-ebed Floc'h, V. ha J. Seite,
Colleau, Riou, an It. Galbrun an Ao. Ao. Langleiz, Stefan, Dujardin, Levot-Becot… Ha brezhoneg
nemetken, Al lezenn 'oa hag heuliet e voe. Daou baotr eus Brest deut d'ar c'hamp hep gouzout yezh
ar vro n'int ket bet degemeret. Hag ar re o teskiñ brezhoneg, lod anezho distagellet e galleg (feiz,
n'ouzomp ket) a ranke serriñ o genou aliesoc'h eget d'o zro. --- Kembreiz a oa deut, ur pemzek
bennak anezho, en o zouez is-renerien « Urzh Goanag Kembre », kelaouennerien, skrivagnerien. Un
Iwerzhonad, daou Vanavad, ur Gernevadez a oa bet pedet ivez, an holl tud a zoare ha diardoù-kaer.
Diskouezet o deus deomp Kembreiz e oant mailhed war ar c'hanañ a-gevret. Gant plijadur o deus
heuliet ar skol vrezhonek graet evito gant Ronan Huon, desket korolloù ha tonioù Breizh. Anzavet o
deus e oa bet labouret muioc'h e Kleder eget en o c'hampoù-hañv. N'eo ket prest an holl ivez da
ankounac'haat prezegenn fromus an Ao. Gell eus enez Vanav, ouzh taol araok an disparti, o lavarout
e oa bet endeo e Kembre, en Iwerzhon ha biskoazh ne oa bet degemeret en un doare ken hegarat hag
e Breizh. Ar skeud nemetañ war levenez Kleder a zo bet implij ar saozneg da yezh etrekeltiek. -
Evitan da vezañ un taol-arnod, berzh-mat en deus graet ar C'hamp ha kalz muioc'h eget ma sonje
pep hini. Gwelet mat oamp gant tud ar vro hag an dra-se trugarez d'an Ao. Berthevas maer Kleder
ha brezhoneger a zoare ma 'z eus unan. Kennerzhet eo bet an holl gant al labour graet a-gevret er
retred-se tost ouzh ar mor ha souezhet int bet en ur welout e oant nerzhusoc'h eget na kredent. Un
70 a dud a zo bet e kamp Kleder e 1948 : er bloaz a zeu e vo div wech muioc'h a-dra-sur. Salv ma
vo en dazont kampoù e-leizh dre ar vro a-bezh d'ober abostolerezh evit ar yezh.

AR C'HAMPOù-HAÑV. -- Ouzhpenn kamp ar Vrezhonegerier, dalc'het eo bet e Breizh er bloaz-


mañ : kamp Bodadeg ar Soneriea e Sarzhav, kamp ar Falz e Perroz, kamp skouted Bleimor e Sibiril,
kamp ar vugale e Sibiril, kamp Amzer da Zont e Taole.

E SIGUR KENDALC'H KENTAN E.P.V. --- N'en deus ket graet kendalc'h E.P.V. kalz a drouz e
kêr-Roazhon. Ha gwell a se eo, ram marteze e vefe deut tud 'zo da lakaat o fri ennañ hep ezhomm
ebet. N'en deus padet ahendall nemet daou zevezh : evelse kudenn al lojeiz - daoust ma oa dister
ahendall niver ar gendalc'herion - n'en deus ket roet deomp re a nec'hamant.
Bez' ez eus bet betek 17 a dud o kemer perzh er breutadegoù. Paotred yaouank flamm an
darn vuiañ anezho, evel holl renerion E.P.V. peogwir n' en deus ar c'hensekretour nemet 23 bloaz,
hag an teñzorier nemet 22. An hini koshañ en doa 28 vloaz, a gredan. Kement-se a zo un arouez
mat, rak diskouez a ra ez eo deut izili nevez d'an emsav abaoe 1944, hag ez eus bet gellet kas da
benn ul labour brudañ pouezus awalc'h.
N'eo ket dav dont amañ war disoc'h divizoù ar c'hendalc'h. O lenn e galleg a c'hellor e lec'h
all. Ar pezh a fell din notañ hepken amañ eo spered ar stourmerion yaouank a zo en em vodet e
Roazhon e-kerzh an 2 zevezh-se. Broadelourion rik e oant. Ar peurvuiañ desket mat war gudenn
Vreizh hag anav dezho istor an emsav, ha tuet da c'houlenn gwirioù klok ur vroad evit Breizh. Padal
o deus kavet furoc'h chom hep bezañ disrannourion.
79
Marteze e feuko kement-se broadelourion rik ha groñs. Mat eo diskleriañ eta soñj stourmerion
E.P.V. Ret eo gouzout e kas an disrannouriezh d'ar brezel digor a-enep d'ar gouarnamant gall - evel
m' emañ bremañ deiz pe zeiz. Hogen evit meur a abeg ne fell ket da izili E.P.V. mont gant an hent-se
a zo fall d'o soñj. Ahendall e fell dezho ober un dra bennak evit Breizh ha krediñ a reont ez eo ar
bruderezh broadel ar pep pennañ eus labour an emsaverion bremañ ; n' eo ar striv sevenadurel
nemet diglok, ameeun awechoù, hag aner zoken meur a wech, dres peogwir e nac'h aliesik en em
ziskouez broadel. Un den a oar lenn brezhoneg hep spered broadel a dalv nebeutoc'h eget ur
stourmer a oar c'hoazh nemet galleg. Ne fell ket dezho lavarout e ranker lakaat ar politikerezh dres
da gentañ ; hogen hepken e tleer pleustriñ dreist pep tra war ar bruderezh etouezh ar bobl. Ahendall
ez eo kenstag dazont ar yezh hag ar sevenadur gant berzh an arboellerezh hag ar politikerezh e
unan. Ne vefe ket bet a sevenadur latin hep impalaeriezh roman ebet.
Diouzh un tu all eo ret ivez resizañ da vat doareoù ar stourm, ha bevennañ pervezh tachenn
an ober da seveniñ. Neuze e chomint e diabarzh al lezennaoueg c'hall. Marteze e klasko dres polised
o c'has ermaez an harzoù-se. Hogen n'eo ket sur tamm ebet e tizhfent ober ma ne zegouezh dispac'h
ebet. Ha neuze forzh penaos, e vo aesoc'h en em zifenn, ha kaout ar brud gwelloc'h a-du ganto.
Krediñ a reomp n'eus nemet al labour kaset da benn er peoc'h a c'hell saveteiñ ur vro. Klevet
hon eus c'hoazh ur wech ouzhpenn ur brogarour yaouank nevez zo e kerzh ar c'hendalc'h-se dres o
komz deomp eus soudard kentañ an « Irgoun » pe ar 4 stourmer kentañ a savas an I. R. A.
Ankounac'haat a ra ar re-se avat o deus savet ar Yuzevion ur skolveur, ha moulet dekmiliadoù a
levrioù araok kregiñ gant ur brezel harpet gant ar bobl a-bezh. Hag Iwerzhoniz a gase kannaded
vroadel da Di ar C'humunoù e Londrez pell amzer zo kent dezho stagañ da vat gant ar c'hrogad
diwezhañ. Dav eo deomp adenaouiñ ar spered broadel, ha krouiñ ur vuhez vroadel klok e Breizh
abarzh gellout mont betek ar penn pellañ ma vez ezhomm.
Rak-se eo e c'houlennomp digant pep broadelour harpañ E.P.V. Bez' e tle E.P.V. ober
unvaniezh ar Vretoned. Ha ma tamaller dezhañ marteze kaout ul liv bennak - bezañ divarksiat da
skouer - eo dre m' en em laka ermaez anezhañ broadelourion zo. Ma tilezont-i o unan ar stourm
diaes-se, penaos e c'hellint kaout ar gopr anezhañ a c'houdevezh ?
Ur C'hendalc'her.

TREC'H KENTAÑ. - Un arnodenn a zo bet dalc'het e Roazhon d'ar 4 a viz gouere. Setu anv ar re a
zo bet kavet barrek da c'honit :
An Itron Kontez a Rohan-Chabot, gant ar meneg mat-tre,
An Dim. Janed ar Bod, meneg mat a-walc'h,
An Dim. Jermena Gwegen,
An Ao. Roje Lorañs,
An Dim. Anna Balkou.
An Dim. Mari-Joze Kolin.

GRAMMAIRE FRANçAISE ET GRAMMAIRE BRETONNE, par F. VALLÉE et R. LE ROUX. --


Ul levrig talvoudus bras, a vezo kavet ennañ alioù eus ar priziusañ d'an holl skrivagnerien, gant
mistri wellañ hor yezh. Notennoù a-bouez war ar verboù e brezhoneg - 20 pajenn - E ti Prudhomme,
Sant-Brieg, 10 skoed.

80
UL LEVR DA BRENAÑ. Kabusined Rosko a zo o paouez exnbann ul levr nevez, skrivet gant an
tad Eujen, « Buhez hor Salver Jezuz Krist ». Moulet kaer gant skeudennoù brav, ennañ 450 pajenn,
aes da lenn ha da gompren, e tlefe bezañ gwerzhet kalz war ar maez e Breizh-Izel. Hor
gourc'hemennoù da Gabusined Rosko, o deus savet endeo un toullad levrioù pouezus o deus graet
kement a vad d'hor yezh.
« Buhez hor Salver Jezuz Krist » a zo e gwerzh e ti ar Vuhez Kristen, Convent des Capucins,
Roscoff. --- C.C.P. 20-81 Nantes. Priz, 500 lur ; 535 dre ar post.

UR SKOUER DA HEULIAÑ. --- Hor c'heneil Erwan Jakob, eus Rosko, en deus gwerzhet 87
bombard ha krouet 13 kelc'h keltiek. M' hor bije e Breizh ur c'hantad a dud yaouank eveltañ !
KELEIER.
Hor c'heneiled Per Even ha Madalen ar Bras a zo bet dimezet e Gwengamp, d'ar Meurzh 3 a viz
Eost.
- Andrev Latimier ha Suzana Drilhed a zo bet euredet e Plouillo (Bro-Dreger) d'ar sadorn 14 a viz
Eost.
- Eured hor c'heneiled Youenn Olier hag Annaig Couée a zo bet lidet e Kistreberzh, d'ar 1 tañ a viz
Gwengolo.
Hor gwellañ gourc'hemennoù d'an dud nevez.

KLASK A REEK ur c'helenner, pe ur belennerez, pe ur c'houarnourez o c'houzout ar brezhoneg evit


ober var-dro bugale, e Breizh Uhel. Skrivañ d'ar gelaouenn.

DA WERZHAÑ. -- Dictionnaire de la langue bretonne, gant Dom Louis Le Pelletiet. - geriadur


saoznek-iwerzhonek Mac Cionnait, ennañ 1546 pajenn. -- Skrivañ d'ar gelaouenn.

HOR C'HOMANANTERIEN. E dibenn miz Eost, 225 a dud a oa komanantet d'ar gelaouenn :
Aodoù an Hanternoz (30), Penn ar Bed (61), Il ha Gwilen (22), Liger Izelañ (18), Mor Bihan (21),
Pariz ha tro-war-dro (47), Departamantoù all (18), Trevadennoù Bro C'hall (3), Iwerzhon (2),
Kembre (1), Stadou Unanet (2).
Pediñ a reomp start an holl a zo echu o c'homanant da gas deomp hep termal o skodenn evit ur
bloaz all. Dazont AL LIAMM - TIR NA N-OG a zo etre o daouarn.

PROFOU. -- Degemeret hon eus an profoù-mañ :


Dim. de St Pierre, 600 lur ; R. Tassel, 600; Lt Souffes, 960 ; Kontez a Rohan-Chabot, 50 ; Marsella
Stefan, 600 ; D' A. Maury, 600 ; Chaloni Fave, 100 ; Yvonna Cazin d'Honinethun, 100 ; F. Guillerm,
100 ; Yann Thomas (diner ar yezh), 450 ; It. V. de Bellaing, 150 ; Y. Kraff, 100 ; Itr. B., 200 ; dim.
Baron, 100 ; D, Dorval, 100; ur c'hernevad yaouank, 2.000 ; G. Godu, 100.
Her brasañ trugarez d'ar brofourien.

BREZEL AR POST. - Evel m'he deus hen embannet endeo « an Amzer Geltiek » n'eo ket gallus, e
Bro-C'hall, kas evit ur priz izel lizhiri nann serret skrivet e brezhoneg nemet e vije ivez e-barzh al
lizher an droidigezh c'hallek anezhañ.

D'AL LENNERIEN. - Goulenn a reomp digant ar re a skriv deomp kas ur golo-lizher gant un timbr
ma fell dezho kaout ur respont. Bennozh Doue dezho en a-raok !
AL LIAMM 11
Tir na n-og
Du-Kerzu 1948
Nnn 11

TAOLENN

Lennegezh
EVIT KET HA NETRA, gant Abherri 3
AVEL D'AR BAOTRED, gant Fañch Elies 6
KAD MAG TURED, troidigezh diwar ar c'hrenniwerzhoneg, gant G-B. Kerverziou hag Arzel Even
13
NEDELEG, gant Kate Roberts, troet diwar ar c'hembraeg, gant Ronan Huon 18
UN EMGANN E MENEZIOù AMERIKA, gant Mayne-Reid 24
Barzhonegoù
BLOAVEZH MAT, gant Ar Yeodet 30
MERZADURIOù FLANDREZ, gant Ch. Gwionvarc'h 31
RAMZED FLANDREZ, gant Ch. Gwionvarc'h 32
AR C'HLEIER, gant P. Bourdelles, hervez E. Poe 33
Kanaouenn
BEMDEIZ AN HEOL, gant Langleiz 36
Hon Tud veur
LEALDED EO VA ENOR, gant F. Ar R 37
Yezh
KRENN LAVARIOU gant Kaourintin Riou 39
YEZHADUR BRAS F. KERVELLA HAG AR BEURUNVANIDIGEZH, gant R.A.M. 56
GERIOU BREZHONEK BEV, gant M. K 59
TRI GER BREZHONEK gant M. K 60
Keltia
KEMBREIZ : UR GALON, UN ENE, gant Eostig Sarzhaw 62
Notennoù 64
Roll ar Pennadoù (1948) 76

3
Lennegezh
Evit ket ha netra

Ganet eo ur romant hir nevez en hor yezh : « Evit ket ha netra », gant Abherri, romant a
garantez en em zispleg e Bro-Wened etre 1905 ha 1945 hag a gav e ziskoulm e-kreiz darvoudoù
skrijus an dieubidigezh. Istor ur plac'h eo o kontañ dimp hec'h eñvoradennoù. Skrivet eo e
gwenedeg unvan, en ur yezh aes hag eeun atav, a oar koulskoude reiñ dimp arlivioù c'hoari an
eneoù en ur giz kriz ha tener war un dro.
Da c'hortoz ma vo tu d'her moulañ, setu amañ ur pennad anezhañ :

Un enderv ec'h on belzet gant krouadur ur mignon :


- « Diwallit ! Gweltaz hag Al Lipous a zo bet bac'het. »
Ec'h an kuit a-herr a ma zi gant ar pep, priziusañ em chakod, evel e-pad tangwall an Oriant:
Men ec'h in ? N'ouzon ket. Da Vernuz ? Follezh ! Re anavet eo Herri, e riskl eñ ivez marteze.
Nosaat a ra pa ziboukan war hent ar Vemsez. War gleiz e troan da dizhout Koulev, a-hed ar
gwenodennoù. Du-hont a soñjan e kavo an Aotrou Maogwenn ur guzhiadell evidon.
Didrous eo ar maezioù. Ar beizanted hepken a zo chomet er maez ag an derzhienn foll a hej
ar re arall. Lammat a ra neoazh ma c'halon em bruched seul gwezh ma klevan ur c'hi bennak o
harzhal hag e sellan gant anken ma n'eo ket ouzh ma heuliañ gant polised. N'eus hani nemet skeud
an derv troc'het berr, bep tu d'an ivarc'h ouzh sklaerder ul loar a seblant c'hoari kuzh gant ar c'hogos.
Setu lann zu ar Vemzez, goude Kergadoù ha du-hont tier gwenn maner Koulev. Biskoazh
n'em eus sellet oute gant kement a levenez. Ha kavout a rin aze an aior sur ha toemm a c'hoantan ?
Evel ur spontailh, en ur gerzhet dre skeud ar magoerioù ha war vegoù ma zreid, e treuzan ar
porzh betek kambr an aluzonour a zibouk war ar maez, pell a-walc'h diouzh ti al leanezed. Gouloù
ez eus. Kalon ! Hep skeiñ en em silan e-barzh. Emañ en-e-unan.
- « Aotrou Maogwenn ! »
Troet en deus e benn, gwelet ma fas disliv ha komprenet. - « Emaint war ho lerc'h ? »
4
-« N'ouzon ket. Tapet eo bet Gweltaz hag unan all. Aon em eus... Repu a oulennan
diganeoc'h. »
Sevel a ra an abad evit morailhañ an nor.
-« Distavit Fant ! Ur soñj mat hoc'h eus bet da zonet amañ. Bout a zo e-tal ma c'hambr ur
c'harrdi gant ur solierig. Kousket a reot sioul e-barzh. Ha koaniet hoc'h eus dija ?
« Nann, met c'hoant erbet n'em eus henoazh. »
-« Arc'hoazh ec'h in da welout ar briolez, eme ar beleg. Hoc'h anaout a ra a-walc'h evit ho
lezel en ho kuzhiadell. Evel-se e vo aesoc'h an traoù, zoken pa vehe klasket arvell din... Gout a ra
ho c'hoareg Arzela derc'hel d'he zeod !»
-« Ha c'hwi zo sur a gement-se ? emezon aonek. »
-« Sur on. Chemel a reot en ho solier e-pad an deiz ha da gousket. Bemnoz e tiskennot amañ
da goaniañ ganin, ha war dro eizh eur, pa vo kloz al leandi. Boued em bo dastumet a-gostez
evidoc'h, diouzh ma lodenn, lark a-walc'h. Hag e komzimp un tammig, goude hor bout morailhet an
nor. »
-« Trugarez, Aotrou abad, a-greiz kalon !»
-« Chañs hoc'h eus Fant, ouzh ma c'havout em c'hambr rak dec'h c'hoazh edon e Baod, lec'h
ma oan bet kaset gant an Aotrou Eskob adal ma voent aet kuit an Alamaned. »
- « Da Vaod ? »
-« Ya. Da gemer lec'h ar person e-tec'h, betek ma vo kavet unan nevez. Diharak eo an dud,
Fant ! Gwelet em eus du-hont traoù hirisus. Bagadoù gwazed vezv, armaj gante, oc'h ober o
droukrañs noz ha deiz. Dek gwezh ez eus bet furchet en ti, e sigur klask paperoù ar person, e-pad
ma oa lakaet kanol ur vindrailherezig war ma c'horf hag hini ar c'hure. Er maez e kleved
mouezhioù-lonkerion o youc'hal « D'ar marv ar veleion ! »
Bemdez e veze merzheret unan bennak a-hed ar ru vras, lakaet e noazh, foetet, hujaotet,
goloet a fank hag a skop, bazhatet gouez evit disterajoù pe falstamalloù. Ar maouezi kristen, allas, a
oa gwezh-a-vez ken divalav hag ar re arall, evel ar geben c'harv-se em boa roet dezhi korf hor
Salver da vintin... Euzhus ! »
An abad a chom da baouez un herrad, gant ur jestr a seblant skarzhañ ur wallhuñvre.
-« Setu ugent vloaz, Fant, mac'h on beleg ha ma prederian bemdez diwar basion hor Salver.
Hama, n'em boa santet netra, betek bremañ, nemet soñjennoù difetis. E Baod hepken, en ur sellout
ouzh ar paour-keizh tud handeet-se, em eus kroget da gompren un tammig petra 'voe Pasion ar
Christ, youc'hoù ar Yuzevion, laoskoni Bilat ha huanadoù truezus an Oan, o hiketat, etre div
lonkadenn wad goular :
- « Pardonit dezhe, ma Zad, peogwir n'ouzont ket petra reont ! »
5

Hep fin e kavan ma devezh kentañ er solier. Huneal a ran, astennet war ar foenn frondus.
Nag un abadenn ! Setu ni enket evel loned gouez. Petra 'zo degouezhet gant Herri ha Brec'hed ? Na
Jili ha Mari, e Gerandro-se ken tost ouzh ar maki ? Bevañ a reomp an drama diouganet gant Kamm.
Nag eñ, na mil ha mil kenseurt ag an Emsav, tonket d'ar reuz abalamour d'o spered largentezus ne
rae van ouzh amoedaj fetis ur bobl hep grad-vat, emen emaint ?
Biskoazh n' hor behe kredet e kavhed kement a sotoni, kement a gasoni ! Da betra klask mad
ur bobl en desped dezhi, a-enep d'ar gwirionezioù-korf tostañ a sant da gentañ ? Edo an Alaman aze,
pounner, kasaüs. N'he deus soñjet nemet en tu d'her skarzhañ; hep klask pelloc'h, hep gwelout piv a
zeuhe war e lerc'h, hep kemer preder gant ar politikerezh na gant an istoer. Nag un distro fall !
N'hon eus ket komprenet luskoù hec'h ene ! Ha ne vehe ket neuze ar wirionez ganti ? Nann !
Arc'hoazh e krogo en he c'herseenn.
Ha pa vehemp c'hoazh gouroned handeet evel Poloniz 1830, o santout war hol lerc'h, e-pad
mac'h omp fuzuilhennet, ur bobl vut gant ar spont ouzh hor meuliñ, ouzh hor bennigañ, prest da
genderc'hel an emgann un deiz bennak, disujoc'h ha skrijusoc'h eget biskoazh ! Met ar Vretoned nen
dint nemet ur bagad mevelion taeroc'h eget o mistri ouzh hor flastrañ; rak dre forzh hon dinac'h e
kredont lemel ar vezh a santont c'hoazh digant o orinoù disprizet...
N'hon eus dirazomp nemet euzhusted ar groaz !
(Pennad VI, § 7 ha 8

6
AVEL D'AR BAOTRED

- C'hwi en-dro ken abred. Kelenneg ? eme ar C'habiten Ernod. Me ' grede din e tleec'h dont
d'hor c'haout en Havr-Nevez.
- Buanoc'h eget ne greden em eus graet va zro, kabiten, eme Baol Kelenneg,letanant al lestr-
kenwerzh Majunga, met graet eo ha mat pell 'zo.
Hag ez eas gant e valizenn etrezek e gambr.
- Kelenneg eme Ernod dre ma pellae letanant, n'hoc'h eus tra d'ober war vourzh fenozh.
Deuit 'ta ganen da zebriñ ho koan d'ar Veajourien.
- Gant plijadur, eme Gelenneg. Emaon prest diouzhtu.
Da c'hedal e stagas Ernod da vont ha da zont war ar c'hae en ur vutuniñ e sigaretenn. Noziñ a
rae war Borzh-Trein. Ur pennad ' oa m'o doa echuet ar simidi o devezh-labour. Warc'hoazh
d'abardaez e vefe peurzilestret ar barrikennoù gwin Aljeria o doa da lezel e Brest hag antronoz e
skofent war du an Havr-Nevez. N'oa ket fallgontant Ernod ar wech-mañ eus e droiad e Madagaskar.
N'oant bet daleet e nep lec'h na gant gwall amzer na gant gwall zarvoud ebet en traoñ, e kaoterioù al
lestr. Er wech araok n'oa ket bet heñvel. Ul lestr kozh e oa ar Majunga ha ne dae mat en hent nemet
pa veze warnañ un ofiser mekanisian akuit, hag unan a-zoare a oa deut war vourzh en dro-mañ,
Herve, ur Roazhonad laouen, paotr dizimez, aet da redek d'an eur-mañ war-lerc'h e blijadur. Setu
m'en em gave Ernod e-unan-penn ha stad ennañ o welout Kelenneg deut en-dro ken buan. Nemet
estonet e oa un tamm. Gouzout a rae e oa aet e eil-ofiser da Landi e soñj tremen eizhtez gant e dud
ha setu eñ en-dro d'an eil devezh goude loc'het eus ar bourzh. Ne dae ket mat un dra bennak war an
tu-se.
N'oa ket douget Ernod da glask lakaat e fri er pezh na selle ket outañ. Intañv e oa. Setu perak
ne oa ket chalet da ziskregiñ eus e garg, daoust ma oa deut en oad da ehanañ. E lestr a oa e di
dezhañ hag e ofiserieñ un tammik evel bugale deut d'o oad-gour ma taoler evezh outo hep ober
koulskoude re an neuz.
Kelenneg a blije kalz dezhañ, ur paotr tavedek o c'houzout tremen dispar ouzh ar vartoloded
hag o lakaat d'ober o labour hep termal.
7
Erru e oa al letanant gant e gerzhed prim hag e zremm habask, ur plegig c'houerv e korn e
ziweuz.
- N'em eus ket ho taleet re bell, kabiten ?
- Nann, Kelenneg. Brav an abardaez ha d'ar poent mat ec'h erruimp d'ober enor da
geginerien ar Veajourien.
Skeiñ a rajont o daou war o fouez etrezek diri ar Vali Dajot. Deut war laez e taolas Ernod ur
sell war lenn-vor Vrest o louediñ dindan skleur ur serr-noz sioul ha klouar.
- Plijadur am eus bepred pa ran arzav er porzh-mañ, Kelenneg. Ur vro gaer ha bev an dud
enni.
- Ya, douget on da Vrest me ivez, kabiten. Nemet ne deo ket alies hon eus tro da chom amañ
ur pennad. Peurvuiañ ez eomp eus Bourdel war-eeun d'an Havr-Nevez.
- Ya, ha dipitus eo, dreist-holl evit tud eus ar vro, eveldomp.
- Gwir eo, kabiten, e teu an dud eus hor micher da zistagañ tamm-ha-tamm diouzh o bro,
nemet dalc'het e vefent gant o zud da gaout darempred outi.
-Setu a dle c'hoarvezout evidoc'h, Kelenneg. Emañ ho tud o vevañ e Landi, neketa ?
- Ya, kabiten, emaint e Landi bepred. Ne vezen ket alies war o zro abaoe bloavezhioù, met
hiviziken ez in nebeutoc'h c'hoazh 'm eus aon.
- Ne da ket kaer an traoù etrezoc'h, eta ?
- Nann, ne deont ket eus ar gwellañ, kabiten.
Hag e reas ur c'hruz d'e zivskoaz hep lavarout hiroc'h. Degouezhet e oant bremañ er straed
Siam, goulaouet-holl, an dud o sevel hag o tiskenn prim ha laouen, an tramm-kirri o stirlinkat a-hed
ar riblenn-straed re strizh.
Mont a reas an daou voraer tre e kafedi ar Veajourien da gemer ur banne porto kent mont
d'ar sal-debriñ.
En tu all d'ar sal, ouzh un daol vihan, Herve, an ofiser mekanisian, a oa azezet e-kichen ur
plac'h koant, ha, gant e zorn, e reas dezho ur salud laouen.
- Fred a gav diouzhtu ar paotr-se e kement porzh ma tiskenn war ar c'hae. Setu eñ koublet
adarre.
- An doare anzavañ eo marteze d'un den a vor da zaremprediñ ar merc'hed, eme Gelenneg
soñjus. Gwall arvarus eo evidomp dimeziñ.
- C'hwerv eo ho menoz, Kelenneg, eme Ernod en ur sellout ouzh al letanant. Evit gwir, me n'
em eus ket bet da gaout keuz. Gwall abred on deut da vezañ intañv, avat, hag abaoe on chomet
dizimez. Aon da gaout ur gerseenn marteze.

8
- D'am meno-me, ya, stankoc'h ar c'herseennoù war dachenn ar briedelezh evit ar rederien-
morioù eget ne deo ar c'hontrol.
- Emaoc'h o lonkañ soñjoù du, Kelenneg. Deuit ! Poent eo demp tostaat ouzh taol da glask
laouennaat d'hor c'halon, mar gellomp.

Er sal-debriñ e stagas an daou voraer gant o fred. Saourus dispar e oa ar garlized fritet ha
bremañ e lakae dezho ar mevel war o asied klouaraet pep a damm morzed dañvad poazhet-rik a
ziskennfe brav gant ur voutailhad Sant Emilion. Sederaet e oa dremm Gelenneg. Karout a rae ar
vuhez en un doare eeun-kenañ. Barrek d'ober kof moan pa veze ret, ne rae ket fae kennebeut war ur
pred aozet-mat. Heñvel e oa Ernod. Selloù mav a barent o-daou en dro dezho war ar goanerien a-
zevri gant o fred dindan ar gouleier tredan, flour o sklerijenn.
- Sed aze Herve ahont gant e durzhunell, eme Gelenneg. Hag en Havr e vo gwelet gant un
all.
- Ya, eme Ernod, ur wreg e pep porzh ha mat pell 'zo.
- Ha pa vez en hent ne vez mui sammet gant ar soñj anezho hag e vir e c'hounid evitañ e-
unan, eme Gelenneg.
- Ne deo ket ken diboell-se, eme Ernod gant ur mousc'hoarzh sioul. Ar re all a labour evit o
ziegezh ha ne dennont ket alies kalz a zudi anezhañ... nemet ur wech deut war an oad, pa ne vez ket
re ziwezhat.
Hag e teñvalaas adarre e benn. A-benn ur pennadig e kendalc'has :
- Ne deo ket an holl valafenned evit ober evel Herve. Pe c'hoazh e teuer, deiz pe zeiz, d'un
oad ma faster o riboulat hag e klasker neuze diazezañ un tiegezh start war an douar-bras, nemet ne
soñjer ket a-walc'h e ranker dont aliesik war e dro pe e varv an tan en oaled.
- Sachet-disachet omp etre ar vicher hag an ti, eme Gelenneg, hag e teu da wir ar c'hrenn-
lavar : Avel d'ar baotred, Arc'hant d'ar merc'hed, evel ma lare va zintin Janed ar Go, pa save dezhi
c'hoant farsal ouzhin e bloavezhiennoù kentañ va dimezi. Setu a zo c'hoarvezet evidon-me ha va
gwreg.
Deut e oa poent ar c'hafe. Tennañ a reas Ernod eus e chakod ur voestad segalennoù hag e
kinnigas unan da Gelenneg. Lakaet an tan warno, e tomme ar c'habiten e werennadig kognag e palv
e zorn, e zaoulagad habask o parañ war Gelenneg. Goude prederiet ur pennad e tistagas :
- N'em eus tamm ebet c'hoant d'ho feukañ, Kelenneg, nemet displegit din, mar gellit, penaos
eo deut da luziañ da vat kudenn ho tiegezh. Mar goulennan re hir diganeoc'h, chomit hep respont.
Ne vin ket feuket memes tra.
- Un amzer ' zo bet em bije kavet gwell tevel. Bremañ, avat, on distag a-walc'h evit gallout
displegañ an dra hep ober poan din va-unan.
Dilavar e chomas ur pennad, amzer da evañ e vanne kafe.
- Dimeziñ am eus graet d'am seizh war-nugent, ur wech deut da eil-letanant war al lestr
Havana, a rae ar mont-dont etre Sant-Nazer ha Kreiz Amerika. Va gwreg, merc'h kenwerzhourien en
o aes eus Landi, a oa lorc'h enni o vezañ fortuniet d'un den a vor. Douget-kenañ e oan-me d'am
gwreg yaouank ha laouen bras e vezen pa zeue-hi d'am c'haout e Sant Nazer e-pad arzavioù ar
vatimant. Ur plac'h kaer e oa anezhi ha padet he deus hol levenez tud nevez, lakaomp pevar pe
bemp bloaz. Ur bugel a zo deut deomp a-benn bloaz hanter goude hon eured, ur baotrez o vont
bremañ war he femzek bloaz. Pa 'm eus kemmet kompagnunezh eo e stagas an darempredoù da
yenaat etrezomp. Aet on d'an ampoent da Varseilh war ar Porthos da skeiñ war du ar Reter-Pellañ.
Diwar neuze, n' em eus gwelet va gwreg nemet un nebeut devezhioù bep bloaz pa 'm beze amzer a-
walc'h da zont betek amañ, rak re hir e kave-hi dont betek porzh meur ar C'hreisteiz.
- Perak n' hoc'h eus ket klasket lojeiz dezhi dre a-hont ?
- Morse n'he deus asantet kuitaat he zud. Va mamm-gaer a oa sod gant an hini vihan... ha me
'oar-me, pet digarez all a gave pa veze meneg ganen a zilojañ.
- Karantez he doa evidoc'h koulskoude, war am eus-me komprenet bremaik.
- Ya, krediñ a ra din he deus bet. Nemet, deut eo da voazañ da vevañ hec'h unan gant he
merc'h en he bro, didrabas pa gouezhe bep miz ingal an arc'hant er yalc'h.
- Ho tud kaer marteze eo a zo kiriek. Bev int atav ?
- N' int ket, kabiten. Marvet int o-daou ur pennad mat ' zo. O, n' o deus ket poulzet o merc'h
da redek bro, keit ha m'int bet e buhez, met goude o-marv n'eus deut kemm ebet ha kendalc'het hon
eus, va gwreg ha me, da vevañ war un dro dimezet ha disparti.
- Ha da zont da vezañ muioc'h-mui estrenien an eil evit egile a echuas Ernod.
- Ya, kabiten, nemet da fin ar miz eveljust, eme Gelenneg.
- Doanius ar pezh a livirit, Kelenneg. Ha n'hoc'h eus ket a spi e savfe gwellaenn diwar ho
tarempredoù stankoc'h hag aesoc'h, bremañ p' oc'h deut d'an Havrek-Ledenezek. War un oaled kozh
ez adkrog aesoc'h an tan, war a lavar Furnez ar Geizh.
10
- Spi ebet ken, kabiten. Pellik on bet araok kompren. Daou rummad a zo dre vras eus ar
merc'hed, ar re onest, evel ma ra anezho ar sec'henned kozh hag ar re n'int ket. Ar re-mañ ne dint
peurvuiañ nemet merc'hed tommoc'h o gwad, aesoc'h o c'halon da entanañ, evel hini ar wazed. Ne
dint ket didrabas evit ur moraer. Risklus eo dezhañ ganto chom re bell er-maez eus ar gêr.
- Pe e kav ar goukoug an hent d'e neizh, eme Ernod.
- Gant ar re all, ar re onest sañset, e c'hoarvez disheñvel. Abred e teu an tan da vervel en o
gwazhied. Aon da gaout re a vugale, an divoaz ouzh ar pried dalc'hmat en hent ?... Petra bennak a
zo kiriek, buan e teu an ozac'h da vezañ evito un torr-revr, respet deoc'h ! gant e c'hoant gour,
kement ha ma kavont gras e welout pell diouzh ar gêr, ha pa c'hoarvezfe gantañ mont da verc'heta,
gant ne zeuio ket ar vrud fall da hilligañ dezho o divskouarn.
- Didruez e varnit ar gwragez onest, 'm eus aon, eme Ernod.
Didruez mar kirit, nemet reizh e varnan va gwreg-me da nebeutañ, eme Gelenneg hag e
teuas ur mousc'hoarzh garv war e ziweuz.
- Nann, re fentus eo, emezañ. Kontañ a rankan' deoc'h va zroiad er gêr.
« Disadorn diwezhañ, p' on loc'het eus ar vourzh da vont da sevel en treñ abardaez, e oa, e
gwir, stad ennon o soñjal tremen eizhtez gant va gwreg ha va merc'h. Erruet on er gêr da boent
koan. Degemeret mat. Un tammik lent an diviz marteze, evel etre tud chomet disparti re bell amzer.
Ne deo ket ur c'hozh tamm lizher a vare da vare a zalc'h ur gwir zarempred etre kalonoù o kemmañ
gant ar bloavezhioù. Yenik e kaven an ti d'am c'halon hag e poanien da voustrañ war va
disouezhenn. Ur wech tapet koan ganemp, on aet d' ober un dro el liorzh en ur vutuniñ, rak diaezet e
vez va merc'hed gant ar moged, mar plij. Graet va zro pourmen ganen, e oa deut ar poent mont da
gousket. Ha me da sevel e kambr va gwreg. Va merc'h edo endeo er gwele. Ur sell estonet a ris ouzh
mestrez an ti nemet treiñ a rae din he c'hein dirak an armel zigor !
« Alo, merc'hig, emeve d'ar baotrez, n' emañ ket da blas amañ fenozh. Din-me eo da gousket
e gwele da vamm er sizhun-mañ. Kae d'az kambr. Ne deo ket falloc'h da wele eget hemañ,
moazvat !
« Hag ar plac'hig ha dirollañ da ouelañ.
« Sed amañ un abadenn, avat, emezon d'am gwreg bepred dilavar, oc'h ober an neuz da
renkañ dilhadoù en armel. Boas oc'h da gousket asamblez, moarvat, met ne deo ket un abeg
evelkent da ouelañ. Bras a-walc'h ar verc'hig memes-tra da gompren n' emañ ket he lec'h e gwele he
zad pa zeu hemañ d'ar gêr.
« Petra 'fell dit, eme va gwreg evel imor enni. Re voas eo deut ar paour kaezh plac'h da
vezañ bepred ganen. Mar rank bezañ hec'h unan, ne gousko banne. Ne deo bet morse hec'h unan en
he c'hambr, abaoe m'eo bet klañv, soñj ac'h eus ?
« Ya, soñj am eus. Nag un afer, avat, evit mont d'he gwele dezhi e-pad, ur sizhun !
« Na te 'zo ur pezh direzon, eme neuze va gwreg. Gwir eo ne soñj ar wazed nemet en dra-
se !
« An dra se! emeve feuket an taol-mañ. Ma, vijes-te bet ken figus-se gwechall ne vije ket-hi
aze o tifronkañ evel ur vadalenn.
« Ur vezh eo dit komz e giz-se dirak da verc'h, a voe respontet din.
« Ur vezh ? emeve. Ar pezh a zo mezhus d'am meno eo desevel ur bugel en un doare ken
diboell. Met ne don ket deut d' ar gêr da lakaat strafuilh en ti. Chomit 'ta d' ober ho kousk
turzhunelled.
« Ha me, droug ennon, da gambr va merc'h da gousket en he gwele, peogwir ne felle ket
dezhi diblouzañ diouzh va hini. Aner lavarout deoc'h, kabiten, e kaveu blaz an trenk gant ar
soubenn. »

- Fentus e vije an dro, mar ne vefe ket sot-pitilh muioc'h c'hoazh, eme Ernod.
- Mat, mont a reas well-wazh an nozvezh e-biou. Antronoz vintin p' on diskennet da evañ ur
banne kafe n' oa nemet va gwreg er gegin. Edo c'hoazh ar verc'h en he gwele, em hini-me kentoc'h.
« A-vec'h ma oan azezet ouzh taol ma lavaras din va gwreg :
« Prometet hon eus mont hiziv gant hol lein da di Dereza Vriant, mignonez ar verc'hig. Da-
unan e ranki chom betek emberr. Peadra am eus aozet dit a-benn kreisteiz. N'ez po nemet
astommañ. Araok poent koan e vimp deut en dro. »
« Ken sabatuet oan. gant an taol-mañ m' on chomet dilavar dirak va bolennad kafe.
« El liorzh edon pa 'z eas ar merc'hed kuit eus an ti. A-benn neuze e oa graet va soñj ganen.
Evel ma oa deut va malizenn e oa chomet. N'em eus bet da ober nemet tapout ur follenn baper
lizher ha skrivañ warni un nebeut gerioù :
12
« Peogwir ne don mat nemet da zirenkañ ho puhez eo gwell din mont kuit. Hep kenavo !»
« Ha me en hent etrezek ar gar da zont en dro amañ. Setu perak n' on chomet nemet daou
zevezh er maez. »
- Ha bremañ, Kelenneg, petra 'reot ? eme Ernod.
- Petra 'rin ? eme Gelenneg. Chom hep mont ken war o zro, a c'hellit krediñ. Ur chañs am
eus c'hoazh. Karout a ran va micher.
- Ya, setu c'hwi deut da vezañ eveldon, Kelenneg, nemet evit un abeg disheñvel.
Doaniusoc'h c'hoazh, avat, e kavan ho planedenn eget ne deo bet va hini.
- Doanius pe get, evelse eo, eme Gelenneg en ur sevel da vont da heul e gabiten.

Stergannek e oa an oabl a-us da gêr Vrest, pa ziskenne an daou voraer etrezek Porzh-Trein.
Dilavar e choment bremañ. Skleuriñ a rae en noz beg tan o segalennoù.
Chom a reas Ernod a-sav araok stagañ da ziskenn gant an diri e traoñ ar Vali Dajot.
- Ur Majunga nevez a vo lakaet en hent er bloaz-mañ, Kelenneg. Me ne rin gantañ nemet un
dro pe ziv kent diskregiñ ha deoc'h c'hwi e lakain reiñ va c'harg pa chomin da ehanañ. E-giz-se ho
pezo un ti deoc'h da nebeutañ ma viot mestr warnañ war-lerc'h Doue, hag avel d'ar baotred, evel ma
lare ho tintin Janed.
- Hag arc'hant d'ar merc'hed d'ober o fennig o-unan, eme Gelenneg, c'hwerv e vouezh.

Fañch Elies
16 Kerzu 1944

KAD MAG TURED


'X'

39) Ur wech bennak e teuas ur barzh d'ober ur weladenn en ti Bres ; anezhañ ur file (9) eus
an Tûatha Dê, Corpre mab Etân (34) e anv. Mont a reas da lojañ en ul lochennig du ha teñval, na oa
enni na tan nag arrebeuri na gwele. Teir gwastell vihan, hag i sec'h, a zegasjod dezhañ, war ur
pladig. Ar beure war-lerc'h e savas ha ne oa ket trugarek. En ur dreuziñ al lez e lavaras :
« Hep boued buan war blad
hep laezh livrizh da leue lipaj
hep bod den d'abardaez,
hep danevellerion c'hopret,
- bezet Bres ! » (36).

« N'eus ket amain (chañs ?) en Bres », emezañ. Ha reizh oa se. Nemet disleber ne voe
warnañ adalek neuze. Kentañ flemmgan (37) a gement a savjod en Iwerzhon hennezh.
40) Bremañ ez eas an Tûatha Dê a-gevret da gaout diviz gant o advab, Bres mab Elatha, ha
goulenn digantañ o gouestloù. Eñ a roas dezho en-dro ar rouantelezh, ha ne voe ket gwall-laouen
ganto rak se. Aotre a c'houlennas (da chom) c'hoazh ac'hann da benn seizh bloavezh. « Se ar pezo »,
a lavarjont a-unvouezh, « hogen te a zeuy gant an hevelep gouestloù... an holl frouezh... da 'z torn,
ha trev ha tir hag aour hag argant, bioù ha boued, ha frankiz diouzh tell hag aner diwar-vremañ »
(? )- « Hag ho pezo », eme Bres, « evel ma livirit ».
41) Setu perak e c'houlenne dale : dezhañ da c'hellout bodañ kampioned ar side (38), da
lavarout eo ar Fomôire, da yevañ dre heg an Tûatha Dê Danann nemet e vije trec'het ganto. Garv e
oa dezhañ e vout kaset kuit diouzh e rouantelezh.
42) Neuze ez eas davet e vamm ha goulenn outi a beban oa e genel. « Diogel eo din »,
emezi, ha hi mont etrezek ar c'hrec'h m'he doa gwelet diwarnañ al lestr argant war ar mor. Mont a
reas d'an aod, ha rein d'he mab ar walenn bet lezet ganti evitañ ; hag eñ a lakaas ar walenn war e
viz-kreiz, maz ae klenk. Evit den ebet n'he doa he dioueret, pe dre werzh pe dre ro, rak betek neuze
ne oa hini ma vije aet klenk (war e viz).

(x)- Evit deroù ar pennad-mañ, s. o, « Tir na n-Og » niv. 5,Gouere-Gwengolo 1947, hag « Al Liamm
- Tir na n-Og » niv. 6 ha 8, Genver-C'hwevrer ha Mae-Mezheven 1948.
14
43) Hag i mont war-raok ken e tegouezhjont e bro ar Fomôire. Dont a rejont war ur
gompezenn ec'hon, ha meur a vodadeg enni. Ha kenderc'hel davet hini kaerañ ar bodadegoù-se.
Keloù a c'houlennjod outo. Ateb a rejont e oant tud a Iwerzhon. Neuze e c'houlennjod outo hag eñ
'oa kon ganto, rak en amzer-se e oad boas, pa zeue ur bagad tud d'ur vodadeg bennak, d'o fediñ d'ur
gevezadeg hegarat. « Kon 'zo ganeomp, eme Bres. Neuze e voe redadeg-kon, ha kon an Tûatha Dê a
voe herrekoc'h eget kon ar Fomôire. Neuze e c'houlennjod outo hag eñ 'oa mirc'hed-red ganto. «
Bez' ez eus », emezo, ha herrekoc'h e voe o mirc'hed-i eget mirc'hed ar Fomôire.
44) Neuze e c'houlennjod outo hag eñ 'oa en o mesk unan apert war ar c'hlezeiata. Hini ne
gavjont nemet Bres. Kerkent ha ma lakeas e zorn war ar c'hleze ez anavezas e dad ar walenn ouzh e
viz, ha goulenn piv ar c'hampion. E vamm a respontas evitañ hag a ziskulias d'ar roue e oa Bres mab
dezhañ, hag a gontas dezhañ an istor penn-da-benn evel m'hon eus hen danevellet.
45) Doaniet e voe e dad evitañ. Eme an tad :« Pe enk en deus da gaset diouzh ar vro-ma oas
roue ?». Bres ha respont : « Petra en deus va c'haset kuit nemet va bout diwirion ha balc'h. O
bragerizoù hag o zeñzorioù a skrapen diganto ha zoken o boued. Hogen nag aner na truaj ne oa bet
kemeret diganto betekhen ».
46) - A zo fall », eme e dad. « Gwell e oa o finvidigezh eget o rouantelezh ; gwell o
bennozhioù eget o mallozhioù. Perak out deut amañ ?» eme e dad.
47)- Deut on da c'houlenn kampioned diganeoc'h », emezañ. « Kemer an tir-se dre heg a fell
din ».
48). - N'eo ket da dit », eme an tad, « gounit en-direizh pezh n'out ket bet evit gounit en
reizh ».
49) Lavar, neuze : pe ali ganez evidon ?» eme Bres.
50) Kaset e voe neuze da gaout ar c'hampion Balor douaren Net, roue an Inizi, hag Indech
mab De Domnann, roue ar Fomôire, hag ar re-se a vodas holl dud al luoez eus Lec'hlenn (39) er
C'hornog betek Iwerzhon, da lakaat o zruaj hag o ren dre heg war an Tûatha Dê. Ma raent evel ur
pontad listri adalek an Inizi Gall (40) betek Iwerzhon.
51) Biskoazh ne zeuas en Iwerzhon euzhusoc'h na spontusoc'h lu eget lu ar Fomôire.
Gwazed Skuthia, Lec'hlenn ha re an Inizi Gall a geveze el luad-se.
52) Bremañ, evit an Tûatha Dê, sed amañ a sell outo.
53) War-lerc'h Bres e voe adrôet da Nuada ar rouantelezh war an Tûatha Dê. D'ar mare-se e
voe danzeet ur gloez (41) bras en Teamair evit an Tûatha Dê. Bremañ e oa ur brezelour war e hent
etrezek Teamair, Samildânach (42) e anv. Daou borzhier a oa en Teamair d'an ampoent, anezho
Gamal mab Figal ha Camall mab Riagall. Eno oa unan (eus ar re-se) pa welas un iskis a vagad o
tont war-du ennañ. Ur brezelour yaouank, neuziet-kaer, warnañ gwisk ur roue, a oa en penn ar
bagad.
54) Lavarout a rejont d'ar porzhier kemenn o degouezhout en Teamair. Eme ar porzhier : «
Piv 'zo aze ? ».
55) - Amañ Lug Lonnannsclech, mab da g-Cian mab Diancecht ha da Ethne merc'h Balor;
advab da d-Tâiltiu (43) merc'h Mag Môr roue Bro-Spagn (44) ha da Eochaid Garb (45) mab Duach.
»
56) Ar porzhier da aters Samildânach :« Pe gerz da hini ? rak den ne zeu tre en Teamair anez
e ve ur c'herz bennak gantañ » (46).
57) - Goulenn ouzhin » emezañ ;« kalvez on ». Respont a reas ar porzhier :« N'eus ket
ezhomm ac'hanout. Ur c'halvez hon eus endeo, anezhañ Luchtaine mab Luachad ».
58) Lavarout a reas :« Goulenn ouzhin, a borzhier : gov on ». Ar porzhier a respontas :« Ur
gov hon eus endeo, anezhañ Colum Cuallêinech (47) hag e dri doare nevez ».
59). Lavarout a reas :« Goulenn ouzhin : kampion ez on ». Hag ar porzhier ha respont :«
N'eus ket ezhomm ac'hanout. Ur c'hampion hon eus endeo, anezhañ Ogme mab Etan ».
60) Lavarout a reas c'hoazh :« Goulenn ouzhin », emezañ, « telennour on. - N'eus ket
ezhomm ac'hanout. Un telennour hon eus endeo, anezhañ Abhcân mab Bicelmos, diuzet er side gant
Gwazed an Tri Doue »(48).
61) Eme Lug :« Gowlenn ouzhin : brezelour on ». Ar porzhier da respont :« N'eus ket
ezhomm ac'hanout. Ur brezelour hon eus endeo, anezhañ Bresalr Echarlam mab Eochaid Baethlam
» (49).
62) Neuze e lavaras :« Goulenn ouzhin, â borzhier ; barzh on ha danevellour. - N'eus ket
ezhomm ac'hanout. Ur barzh ha danevellour, hon eus endeo, anezhañ En mab Ethaman ».
63) Lavarout a reas : « Goulenn ouzhin », emezañ, « hudour on. - N'eus ket ezhomm
ac'hanout. Hudourion hon eus endeo: Lies hon drouized hag hor strobinellerion »(50).
64) « Goulenn ouzhin », emezañ ;« mezeg on.,- N'eus ket ezhomm ac'hanout. Da vezeg hon
eus Diancecht ».
16
65) « Goulenn ouzhin », emezañ ; « hanafer on. - N'eus ket ezhomm ac'hanout. Hanaferion
hon eus endeo, elese Delt ha Drucht ha Daithe, Tae ha Talom ha Trog, Glei ha Glan ha Glêsi ».
66 ) Lavarout a reas : « Goulenn ouzhin : ur minter mat on. - N'eus ket ezhomm ac'hanout.
Ur minter hon eus endeo, anezhañ Credne Cerd » (51).
67) Lavarout a reas adarre :« Goulenn ouzh ar roue », emezañ, « hag-eñ en deus un unan ha
gantañ an holl arzoù-se, ha mar en deus ne din ket tre en Teamair ».
68) Neuze ez eas ar porzhier en ti-lez ha displegañ kement-se holl d'ar roue : « Deut ez eus
ur brezelour dirak dorozioù an dinas », emezañ ; Samildânach e anv ; hag an holl arzoù pleustret
gant tud da lez a zo rac'h gantañ ; sed ez eo den-pep-arz-holl ».
69) Neuze e lavaras (ar roue ) kerc'hat dezhañ holl daolioù-gwezboell (52) Teamair ; ha
gounit a reas ( Samildânach ) bep tro, ma savas neuze crô (53) Lug. (Hogen mar deo bet ijinet ar
c'hoari-gwezboell da vare brezel Troia, ne oa ket deut neuze betek Iwerzhon, rak Kad Mag Tured ha
diskar Troia a c'hoarvezas d'an hevelep mare).
70) Keloù a voe kaset da Nuada. « Ra zeuy el lez », emezañ, « rak gour eveltañ ne zeuas tre
betekhen e-barz an dinas-mañ ».
71 ) War-se e lezas ar porzhier Lug da dremen ; ha mont a reas e-barzh an dinas, hag azezañ
war gador ar Fur, dre ma oa ur Fur war bep kerz.

(Da genderc'hel.)

Troet diwar ar c'hrenniwerzhoneg gant , G. B. KERVERZIOU hag Arzel EVEN.

NOTENNOU

(36) Disklaer-meurbet eo ar peder gwerzenn-se. Kentoc'h eget klask o diluziañ, hon eus kavet mat
hevelebekaat par ma c'hellemp ar c'hoaxi-kensonennoù a oa er skrid iwerzhonek.
(37) Flemmgan : ur flemmgan n'eo ket hepken ur « c'han flemmus », hogen ur c'harm hud hag a
zegas d'an den flemmganet pezh a fell d'ar barzh : marv, kleñved (bosoù war e zremm dreist-holl),
dienez, dizenor, h. a. Ar flemmgan kentañ : boas eo al Lennegezh iwerzhonek da venegiñ ar wech
kentañ ma voe graet tra pe dra,
17
(38) Side : annez ar boudiged mat pe zrouk, anezho doueed a wechall. Sidh (dist, chi) en
iwerzhoneg bremañ a dalv « boudig ».
An « itron wenn » a vez anvet bean-sidhe, ger skrivet banshee gant ar saoznegerion (bean «
maouez »).
(39) Lec'hlenn : Skandinavia. Amañ eo heñvelaet ar Fomôire ouzh ar Vikinged a zrastas Iwerzhon
er VII-VIIIvet kantved.
(40) Inizi Gall : n'eo ket an Inizi Gall a-vremañ (« Hebrides Isles » ) hogen inizi Skandinavia.
(41) Gloez « banvez »; e gwenedeg gloe-freilh « banvez ar peurzorn »; kembraeg gwledd,
iwerzhoneg fled <*uletis.
(42) Samildânach :« an hini a bleustr war an holl arzoù asambles ». Lug eo a zo hep mar, an doue
hevelebekaet gant Caesar ouzh Merc'her « ijiner an boll arzoù ».
(43) Tâiltiu (dist. Tâltiou) : doueez an douar strujus.
(44) Mag Môr :« kompezenn veur ». Unan eus anvioù ar Bed all, Tîr na n-Og. Hevelebekaet eo bet
ar vro-se ouzh Bro-Spagn, setu perak ez eo aet e anv d'un anv-den, « roue Bro-Spagn ».
(45) Garb (dist. garf) « garv ».
(46) Heñvel dra er Mabinogion : pa zegouez Kulhwch e lez Arzhur e lavar dezhañ ar porzhier :« Ne
lezer da vont e-barzh nemet mab roue ur rouantelezh anzavet pe an arzour a zegas e arz ». S.
Gwalara niv.
(47) Cuallêinech « dremm fagod » ( ! ) .
(47) An Tri Doue eo tri mab Tuirenn : Brian, Iucharba ha Iuchar, muntrerion Cian tad Lug ha barnet
da glask, evit dic'haouañ hennezh ur bern traezoù-hud e pevar c'horn ar bed. (Tonkadur bugale
Tuireann, e Sterenn niv. 12). S. izeloc'h § 83.
(49) Echarlam « dorn ampart » ; Baethlam « dorn diskiant ».
(50) Ger evit ger « tud a c'halloud »(corrguinech).
(51) Cerd « micherour » ( X *kerdis). -Kv. kembraeg cerdd « arz », brezhoneg kerz (« kaout en e
gerz »).
(52) Gwezboell kemb. gwyddbwyll ( < *uidupêlos) ; iwerzhoneg fidchell (<*niduqêlos). Ar
c'hoari-se, anavezet-tre en Iwerzhon hag e Kembre e-pad ar Grennamzer, n'eo ket bet degaset eno «
da vare brezel Troia » na da vare all ebet. Anezhañ e gwirionez ur c'hoari indezeuropek kozh-kozh,
bet miret, evel kalz traoù all, gant Indeziz hag ar Gelted nemetken. - Anat ez eo ar frazenn etre
krochedoù un etrelakadur diwar dorn ur skrib brizhouiziek bennak.
(53) Moarvat un doare kaban pe lochenn da glenkañ e c'hounidou.

18

NEDELEG

Un noz,araok Nedeleg 19- e kerzhe Olwen Jones war hentoù Tre Gaer evei pa vefe bet o
nijal. E-pad un nebeut munutennoù e voe ken skañv he c'halon ma 'n em sante brasoc'h eget ne oa e
gwirionez. Enni e oa ar santad-se da vezañ echu pep tra, goude bezañ echu kas profoù ha lizheroù
da bep hini. Kas profoù a oa trubuilh eviti, dreistholl e dibenn un drimiziad skol goude bezañ
reizhet kantoù follennoù arnodenn ha koll hec'h esperañs o welout roudenn ebet eus he foan war
labour he bugale. N' he devoa ket a amzer nag a blijadur da vont da brenañ profoù an Nedeleg da
heul ul labour ken kalet. Ha koulskoude e oa ret kas profoù, hag evel unan en deus graet e zlead en
em sante aesaet ha brav.
Dre zaoulagad an evurusted-se e selle ouzh pep tra er gêr vihan a oa birvilh enni en noz-se.
Glav a rae, n'eo ket glav pounner, un doare glizhenn. Met daoust d'ar glav, bez e oa kement a bres er
gêr ha ma vije bet deiz bodadeg an Iliz. Tremen prim a rae ar c'hirri dre dan er straed evel kelien
hag e rede skleur o lampoù a-hed ar straed evel war ur glerenn, o tiskouez fraez an espas etre an
takennoù glav. Leñvañ 'rae o c'hornioù boud e gwirionez, trouzañ a raent dres evel un den en imor,
o c'hopal, « It diwar an hent !» Gouleier ar stalioù a luc'he war dremmoù an dud hag ar vugale o
reiñ dezho ur seurt gwennder ankou pe ul liv lavand souezhus. Ar stalioù a oa kaer hag ar vugale o
diskoueze gant o bizied en ur c'hopal, « Sellit mammig, sellit ouzh ar mikanig kaer !».
A-wechoù e troe Olwen he fenn evit sellout ouzh perc'henn ar vouezh hag e wele ur paotr
bihan gant ur skarf rollet en dro d' e benn, dour o redek eus e zaoulagad gant ar riv hag eus e zent
gant ar c'hoant, sur-mat. Dont a rae soñj dezhi eus Nedeleg ha bugaleaj hag ar from plijus a eürusted
a yae drezi pa reseve profoù Nedeleg - mouchoueroù godell gant an darn-vuiañ. Santout a rae
c'hwezioù ar mouchoueroù-se bremañ, c'hwez dañvez nevez, ha gwelout a rae ar « Merry Christmas
» war o c'hornioù e meur a liv ha lizherenn diwezhañ ar « Merry » hag ar « Christmas » oc'h echuiñ
gant un droellenn.
19
Un nebeut traoù evelse a yae dre he fenn p' edo o kerzhout er straed. Traoù evelse ha traoù
all. O soñjal en traoù all n'en em sante ket ken eürus en holl. Edo Gwilherm he c'hariad o
tegouezhout e kêr gant tren seizh eur, hag edo-hi bremañ o vale hep pal da c'hortoz an tren. Keit ha
ma soñje e Gwilherm e oa evurus, met ne oa ket heñvel ken pa soñje en dimezell Davies. Olwen ha
Gwilherm a gare an eil egile abaoe ur bloaz banter bennak, ha gouzout a rae e c'houlennfe fenozh
dimeziñ ganti. Hen graet en doa dija ha hi a rofe he ger dezhañ fenozh. 'N em santout a rae
peureürus dre m' edo o vont da respont ya. -

Met pa zeue da soñj dezhi eus an dimezell Davies e rede ur seurt teñvalijenn dre hec'h
eürusted, evel koumoul war al loar. He mignonez e strollad kelennerien Lanwerful e oa an dimezell
Davies. Hag a douez pep mignoniezh a zo bet war an douar houmañ 'oa an hini souezhusañ gouez
da Olwen. An dimezell Davies a oa eizh bloaz hag hanter kant hag hi c'hwec'h warn-ugent. Pa
zegouezhas Olwen e Lanwerful evit an dro gentañ e oa e-kreiz he glac'har abalamour d'he c'hariad
kentañ, Gruffydd, bet lazhet er brezel. Er skol veur e oant en hevelep koulz, ha keloù e varv a zeuas
dezhi en hevelep sizhun ma klevas e oa bet savet en he c'harg. Pa zeuas ar c'heloù diwezhañ ne roas
dezhi plijadur ebet, nag ar c'heloù he doa bet ur plas kennebeut. Mont a reas da Lanwerful evel unan
oc'h huñvreal, hag en doare-se ivez e rae he labour er skol. Ne gemere interest ebet er mestrezed all.
Eviti e oant holl an hevelep sort, nemet an dimezell Davies, hag hec'h oad eo, da gentañ holl a rae
anezhi disheñvel diouzh ar re all.

Evel ma'z ae an amzer war an araok, e seblante dezhi e save an dimezell Davies eus a douez
ar re all muioc'h mui. Ne oa ket a zarempred etrezi hag int, hag Olwen a wele ivez e rae ar re all
evel genou treuz pa vije kaoz eus an dimezell Davies. Ne lakaent ket o genou a-dreuz eveljust, met
heñvel e seblante da Olwen. N'eus forzh penaos ne hañvale ket ober efed ebet war an dimezell
Davies. Mont a rae war raok gant he labour, gant dalc'husted, war he fouez evel unan hag a wel an
dibenn dirak e zaoulagad. Olwen he devoa truez outi ouzh he gwelout o'n em dreniañ a-hed an diri,
hag he doa aon a-wechoù he gwelout o kouezhañ war lein he c'hein kent tizhout an nec'h. Soñjal a
rae enni hec'h unan ez eo evelse e vefe hi ivez un deiz bennak marteze.

Hag un deiz e tegouezhas un dra souezhus, e-pad an eur a anver eur vak er skolioù-
kontelezh, met a zo e gwirionez un eur ma skuilher liv evel gwad lazhadeg war gaieroù ar vugale. O
div e oant azezet o reizhañ poelladennoù un devezh vrav a viz Here, an heol o tiruilhal er gambr hag
o redek dre vlev liv goularz Olwen hag o tiskouez ar blevennoù bihan disliv war he c'hroc'hen
yaouank. An dimezell Davies a selle outi gant muioc'h a hiraezh eget a vam en he daoulagad, daoust
m' o dije gallet an daoulagad glas bamiñ o sellout ouzh ar blev-se o c'hoari en heol.
20
Kregiñ a rejont da gomz diwar-benn traoù boutin, ha tamm ha tamm diwar-benn traoù o sellout outo
o unan heg e tegouezhas d'an dimezell Davies hec'h unan ober muioc'h eget n'he doa graet morse
gant hini eus ar c'helennerezed all - da c'hout eo skuilhañ he sekredoù e divskouarn Olwen.
Displegañ a reas da Olwen e oa he dremm hegarat ha trist en doa he lakaet d'hen ober. Unan boutin
edo hec'h istor evit Olwen, un istor heñvel ouzh ar re he doa lennet alies el levrioù. Met diouzh
doare kontañ an dimezell Davies e ouie e oa eviti un istor dioutañ e unan. Bet he doa ur c'hariad eus
an hevelep micher hag hi p 'edo yaouank. Goude bezañ karet anezhi daou vloavezh e timezas a
greiz-holl gant unan all ha morse n'e welas ken an dimezell Davies. Serriñ a reas he c'halon da bep
hini goude, emezi. Bez' edo unan eus ar re-se ha n'hellont ket karout div wech. Labourat a reas kalet
er skol evit klask ankounaat hag e roas he holl vuhez d'he ziegezh ha d'ar skol. He zad a voe klañv
e-pad bloavezhioù hag hec'h arc'hant a zalc'has an tiegezh. Goude e voe klañv he mamm hag hi a
zalc'has da labourat ha da reiñ. Goude o marv e voe kollet mik. Mirout a reas an ti daoust dezhañ
bezañ bras ha goullo eviti hec'h unan. Met n' helle ket lakaat en he soñj da feurmiñ. N' edo he buhez
bremañ nemet un tamm derc'hel-da-vont heb gortoz mann ebet, a lavare da Olwen. Ne c'hortoze ket
gant mall he fañsion peogwir ne oa ganti na tiegezh na mignoned da vont d'o gwelout hag un dra
drist e vefe bevañ e Lanwerful hep mont d'ar skol.

Met ne wele den evel Olwen darev da selaou ha da gensantout evel-se. Hag e diwezh an
devezh e reas un dra souezhus-tre - e roas ur pok da Olwen war he boc'h. Olwen a voe spontet met
n' hellas herzel outañ. Lavarout a reas ivez un dra hag he souezhas - Gouzout a rae n'edo ket ke
c'hariad a wechall evurus en e zimezi. Olwen a gredas goulenn penaos e ouie.
« O n'eo ket dre glevout an dud », emezi, « va gweled diabarzh eo a lavar se din ».
Olwen ne lavaras kek muioc'h.Met adalek ar vunutenn-se e kreskas o mignoniezh. Olwen a
lavaras ivez hec'h istor gant Gruffydd hag e ziwezh trist er brezel. Hag an dimezell Davies a
c'houlennas diganti hag-eñ e c'hellfe karout unan bennak all goude.
« N'ouzon ket » eme Olwen, « aon am eus n' en em anavezan ket mat a-walc'h evit gallout
respont mann ebet bremañ da vihanañ ».

Adelek neuze ne welas ken Olwen ar plac'h dindan an hevelep stumm. Ne wele ket anezhi
evel ur paour kaezh plac'h met ur plac'h e diskar amzer he buhez. Hag evel ma kave brav an nevez-
amzer araok, bremañ e kave brav an diskar-amzer. Adalek neuze n'eo ket roudoù kened a oa war
zremm an dimezell Davies, met ar gened hec'h unan. Kaerder, puilhder ha pinvidigezh an diskar-
amzer. Gwir eo e oa un nebeut linennoù war he dremm, met ar pezh a oa etre al linennoù a oa flour
kenañ. Ha n'he doa morse gwelet ur seurt splannder a vlev brizhellet diagent. Santout a rae bremañ
e karfe kemer ur vroust gant blev an dimezell Davies evit lakaat da luc'hañ muioc'h o seiz. Pediñ a
reas anezhi d'he zi, ha goude bezañ kroget ez eas eno alies. Ur stumm damlouet a oa war bep tra en
ti, an hevelep stumm a gave Olwen war he mignonez hec'h unan da gentañ, ur stumm gwoeñvet.
Stignoù ruz, tev war ar prenestroù hag ar re se dislivet. Ur sofa ha kadorioù blevek, stumm kozh ha
torchennoù dislivet. Met kustumiñ a reas buan Olwen outo. Tommder an degemer mat a zeue a-
benn da gemmañ pep tra evelse. Hag e kemmas an dimezell Davies hec'h unan. He c'herzhed a
skañvaas, dont a ras muioc'h a c'houlou eus he daoulagad ha muioc'h a vuhez eus he blev.

Kreñvaat a reas o mignoniezh evel un dra varzhus d'o daoulagad. N'ae ket un nozvezh e-biou
hep na zeufe Olwen da welout an dimezell Davies. Mont a rae gant he brochenn pe he stamm hag
alies-tre ur pakad poelladennoù da reizhañ. Mignoned a-walc'h e oant evit gallout tremen un
nozvezh a-gevret hep lavarout kalz a dra. Hag araok mont d'ar gêr e vije un tasad te e dorn Olwen
hag e sante e oa se a-walc'h eus an neñvoù evit tremen brav ur bloavezhiad skol unton.
Ne gomze ket atav an dimezell Davies diwar-benn he c'hariad, komz a rae alies ivez diwar-benn
untonelezh he buhez hag ec'h echue bep tro dre lavarout pegement a heol he doa digaset Olwen
dezhi hag evit siellañ an dra-se bep gwech ur pok war he boc'h.
Ha goude e teuas Gwilym e buhez Olwen. 'N em gavout a reas gantañ e-pad he vakansoù
hañv. Tri bloavezh goude bezañ douaret Gruffydd. Edo sur a-benn bremañ e kare kement anezhañ
hag he doa karet Gruffydd. Nemet e oa disheñvel, eveljust. Daou garantez ne vezont kammed eus
an hevelep seurt. Goustadig e stouvas an toull war-lerc'h Gruffydd, hogen stouvañ a reas hag evit o
mirout e voe lakaet an
eñvorioù diwar e benn er gambr ma vez miret gant an Amzer teñzorioù eus ar seurt-se.

22

An noz araok e kasas Olwen ul lizher hag ur prof Nedeleg d'an dimezell Davies. En he lizher
e lavare e oa o vont da zimeziñ gant Gwilym. Hep soñjal he devoa skrivet al lizher. En he joa he
devoa skuilhet he levenez war ar paper. An dimezell Davies a ouie e taremprede Gwilym met
Olwen a verze ne selaoue ket kalz ar plac'h kozh bep tro ma komze diwar e benn. Peurvuiañ e kroge
gant un danvez all. Hag Olwen a grede e oa koun hec'h istor karantez hec'h unan a oa kaoz. Fenozh
o kerzhout dre ar straed n' edo ket ken sur. Ur wirionez all a darzhe en he spered hag evel ma tostae
eus ar gar e tigreske hec'h evurusted. War dro ur c'hard eur araok, e seblante dezhi e oa ar gêr ur
bern evurusted hag e selle pep hini dre an hevelep gwerennoù hag hi. Met bremañ n' edo ket evurus
ken, kounaat a rae atav an dimezell Davies. Pere a vefe he sonjoù o resev al lizher diouzh ar beure ?
Soñj a zeuas dezhi eus ar c'houmoul he doa gwelet war he dremm p' he doa meneget Gwilym evit ar
wech kentañ. Dre ma kerzhe a-hed ar ru ez ae hud Nedeleg war zigreskiñ. Nedeleg, Nedeleg a oa e
pep 1ec'h. Pezhioù tammoù kig bevin evel inizi ouzh prinistri ar stalioù, gwazi ha dindoñsed gant o
fennoù losk a-istribilh dreist barvenn ar prenestr. N'helle ket ar gouzougoù-se astenn begoù ken
warlerc'h den ebet. Bez' e oa pennoù moc'h o c'hoarzhin ouzhoc'h gant un aval orañjez en o genou.
O pegen garv edo Nedeleg !, a soñjas Olwen adalek neuze, ober goap ouzh ar paour kaezh
pemoc'h, lakaat en e c'henou goude e varv un dra n'en doa bet morse pa oa bev, ha lazhañ an holl
loened-se evit magañ c'hoantegezh an den evit un devezh. Hed div straed e teuas ar c'hemm-se en
he soñj.

N'eus forzh, a-benn m'he doe tizhet ar straed nesañ en em santas gwelloc'h. N'edo ket
Nedeleg ken trist hag an nevez-amzer evelkent. N'helle ket Olwen gouzañv an nevez amzer goude
marv Gruffydd. Ne rae an nevez amzer nemet magañ hiraezh. C'hwezioù tantadoù eus ar menez
brug, skeudoù don war zremm Menai, ha trouz gopadennoù ar vugale er-maez o c'hoari da serr noz
- e lec'h reiñ plijadur dezhi he lakaent da vezañ trist. Gwelout pep tra oc'h adsevel en nevez-hañv
nemet an anaon. N'edo ket Nedeleg ken trist. Ne save ket hoc'h esperañsoù re uhel. Pa vezec'h trist e
veze teñval an deizioù, o klotañ gant o spered. Pa vezec'h laouen e oa prinistri ar stalioù, levenez ar
vugale, ar spered profañ ha kaout plijadur o tereout da c'houde. Ha n' edo ket Nedeleg hep e
esperañsoù. Koulz ganedigezh deizioù hiroc'h ha dremm ur bloavezh all e oa.
23
Menozioù kemmesket evelse a zeue dezhi p' edo o vont d'an ti-hent-houarn. En em santout a
reas evurus un nebeut munutennoù o soñjal e Gwilym hag e lamme he c'halon buanoc'h. Met dont a
rae koumoul war hec'h evurusted bep tro pa soñje en dimezell Davies. Ar c'houmoul a greske evel
ma tostae ouzh ar gar. Gwelout a rae en diwezh ar pezh a dalvezfe he lizher dezhi antronoz, 'pezh a
dalvezfe he dimeziñ pa zeufe. Kregiñ a reas he divhar da grenañ, evel Judas en em sante, ne vern
penaos en em santas hennezh pa werzhas e Vestr. Klevout a reas an tren o tegouezhout. Evel ma
tizhe e c'halv he c'hleved ez eas un dra bennak evel ur gontell en hec'h ene. Gwelout a rae ur plac'h
o sevel en he zi da veure Nedeleg ha bep beure goude se atav hec'h unan, gant stignoù ha
torchennoù dislivet ha gweñvet adrek dezhi, er foñs.
Kate ROBERTS.
Troet diwar ar c'hembraeg gant Ronan HUON, gant aotre hegarat an oberour.

24

Un emgann e menezioù Amerika

Edon d'an ampoent o veajiñ dre greiz ar menezioù e-kichen Santa-Fe e-ser un nebeut
chaseourien vlevadoù. A-daol-trumm e oa kroget an erc'h da gouezhañ puilh-spontus, ken na oamp
ket mui evit kuitaat hor c'hamp en draonienn : a bep tu deomp e save, serz ha sonn, krapennoù
ouzhpenn kant troatad uhelder dezho ha ken tev an erc'h warno ma oa aner klask krimpat. Dizesper
e oamp hag azezet e chomemp e-tal an tan hep ober netra nemet teurel, bep an amzer, selladoù
teñval war an oabl. Atav an hevelep arvest : koumoulennoù du o ruilhañ dibaouez a-us d'hor pennoù
hag o tiskargañ erc'h ken-ha-ken.
Hor c'hamp, avat, ne oa ket goloet c'hoazh, ker kreñv e c'hwezhe an avel warnañ. Un nebeut
pinenned, krapok ha dizeil, a bourchase keuneud d'ober tan ; tan da zerc'hel tomm deomp, hepken,
ha neket da grazañ kig, rak n'hor boa netra da boazhañ.
Abaoe tri devezh e oamp hep tamm boued, hep an disterañ tamm boued. Kement-se, avat
n'eo ket lavarout e oamp chomet hep debriñ tra : didammet e oa bet feurioù ler ar fuzuilhoù hag ar
seier kroc'hen-kazh ha chaoket seulioù ar mokasinoù, zoken ; peadra da leuniañ ar genou ma n'eo
ket ar c'hof.
Ar merc'hed, paket en o z-tilmaoù a souche ouzh o zad, o breur, o gwaz pe o mignon : rak a
bep seurt a oa en hor c'haravanenn. An diwezhañ tammoù tasajo a oa bet roet dezho da veure ha
bremañ ne chome mui mann. Diwar betra e koagnfent da noz ? A-wechoù, pa sute an avel, rip ha
sklasus, a-hed an draonienn, e kleved hini pe hini o hiboudiñ : Ay de mi, Dios de mi alma ! Hogen
war dremmoù ar merc'hed kaer-se ne weled nemet liv ur basiañted vras hag ar c'haleder ouzh ar
boan o devez ken alies merc'hed a ouenn spagnol ar Meksik.
Ar baotred ne oant ket ken kalonek-all, nag a-bell, ha dezho kemer un neuz kadarn. Bep an
amzer e kleven anezho o leuskel sakreadennoù spouronus, o tiskrognal o dent, hag en o daoulagad
skoelf e skleure dija lugern ar follentez ; ur wech pe ziv, zoken, e kredis lenn soñjoù gouez ha
braouac'hus : an doare ma kamment o javedod marnaoniet en ur sellout ouzh
ar re all a ziougane torfedoù euzhus.
25
Va Doue ! Spontus e oa da welout ! Arabat e oa spiañ lakaat ar re-se, riblerien ha lakepoded a bep
seurt, da sentiñ ouzh un den. Ha skrijañ a raen en ur soñjal en dazoned... pa c'harmas ur vouezh :
«- Gwelit, digoabret eo an oabl du-hont !»
An traper Garey a oa aet en e sav ha gant e viz e tiskoueze ar reter.
Ul lamm a rejomp holl : ur roudenn velen a oa en em ziskouezet en dremmwel. Skañvoc'h e
kouezhe ar malvennoù. Div eurvezh goude e oa tavet an erc'h.
Kent pell ez ejomp en hent, c'hwec'h ac'hanomp, ganimp hor c'harabinennoù, evit gwelout
doare an draonienn. Met daoust dimp labourat a-lazh-korf da doullañ ur wenodenn dre greiz ar
bernioù erc'h, ne daemp ket buan war-raok. Alies e save an erc'h uheloc'h eget hor penn ha goude
div eurvezh trevell n' hor boa ket graet daou c'hant metr c'hoazh. Ha spontus an arvest a
spurmantjomp neuze ! Dirazomp ne oa netra nemet bernioù erc'h ha bernioù erc'h adarre. Dinerzhet
gant an naon hag an dic'hoanag e tistrojomp d'ar c'hamp.
Edomp puchet tro-dro d'an tantadoù, moulbennek ha dilavar, pa voe sachet trumm hon evezh
gant garm un Indian a yeas kerkent war e zaoulin hag a grogas da skeiñ war ar skorn gant e
domahawk ken na ouie.
«- Petra 'zo ? a voe goulennet e dek yezh disheñvel.
«- Yam-yam ! Yam-yam! » a respontas an Indian hep paouez gant e daolioù.
«- Emañ ar gwir gant ar paotr », eme Garey goude sellout pizh ouzh an delioù troc'het gant
an Delawar ;« ur man-root eo ».
Anavezout a ris diouzhtu ur blantenn prizet-bras gant ar foeterien-goadeier, ur seurt lavrig
rouez-tre ha souezhus-bras, an iponea leptophylia. Ar chaseourien a ra anezhañ man-root, da
lavarout eo den-gwrizienn, peogwir e tenn e wrizienn, dre he stumm hag alies dre he ment, da gorf
un den. Saourus-meurbet eo; anezhañ ur boued eus an dibab.
Raktal e'n em lakaas un hanter-zousennad paotred da skeiñ keti-keta. Kalet-maen e oa ar
skorn, avat, ha ne oa ket ar bouc'hilli evit sankañ e-barzh. Ma c'harmas Garey :
«- Gortozit 'ta : souc'hañ ho pinvioù ne rit ken. Troc'hit kentoc'h ur wezenn-bin ha fardit un
tantad war ar wrizienn. »
Graet e voe hervez e guzul hag un nebeut munutennoù goude e tiflammine brav an tan : holl
en em vodjomp tro-dro, kel laouen gant ar soñj e c'hellfemp leuniañ hor c'hof ma voe kavet, evit ar
wech kentañ abaoe pell, an tu da fentigellat : plijus e oa gouzout e vije dizouaret an hini kozh
suilhet ha rostet, prest da vezañ debret, ha pep unan e'n em c'houlenne ha kuilh ha lart e vefe ar
paotr.
26
A-daol~trumm e voe klevet ur strakadenn war ar menez : lavaret e vefe bet trouz ur wezenn
o faoutañ. Ul loen bras a oa en em daolet penn-krec'h-traoñ d'an diribin ha war-ruilh e tifaragoelle
davedomp. Ur momedig goude e oa sonn war e bevar fav.
Hep re c'houzout dezho e laoskas ar chaseourien ur griadenn gant ar levenez : holl o doa
anavezet ar carnero cimaron, pe bouc'h gouez kerniet-tev. Dispont-kaer e oa lammet e-barzh an
islonk ha kouezhet e oa, hervez e gustum, war e gerniel kromm.
Primoc'h eget an dud e tisouezhas al loen : e pemzek lamm e treuzas ar c'hamp ha tec'hout
war an erc'h. Taolioù fuzuilh a darzhas. Ne baouezas ket ar bouc'h gant e hent. Tizhet e oa bet, avat,
rak roudoù gwad a leze war e lerc'h ; hag, e gwirionez, kant kammed larkoc'h e kavjomp anezhañ o
vervel.
Krog e oamp da stlejañ al loen war-du an tantadoù pa savas souden youc'hadeg ha cholori,
ur spont : ar merc'hed a yude ken na ouient hag ar baotred a sakree hag a vallozhe evel diaouled.
Buan e tistrojomp d'ar c'hamp ha pezh a weljomp neuze a oa a-walc'h da lakaat ar re gadarnañ da
vont bihan o c'halon : war gern ar menez e save pemp loen bras-divent, euzhus, ar spouronusañ
loened a c'hell chaseourien en em gavout ganto : ourzed eus ar ouenn a anver grizzly !
Edont abaoe pell war-lerc'h ar bouc'h-gouez hag aes e oa intent, diouzh an doare ma ruilhent
o daoulagad ferv, na oa ket en o soñj mont kuit a-raok bezañ graet kofad kig. Daou anezho a oa dija
o ruflañ hag o talmeta an erc'h, evel p'o defe klasket ar gwellañ hent evit diskenn. An tri all a oa
azezet war gab o revr, hag a rae jestroù gant o favioù a-raok evel p'o defe klasket ober an heg
ouzhomp. Chom da sellout ne rejomp ket, avat. Kregiñ a reas pep hini en e armoù hag o zreiñ wardu
al loened.
«- Arabat tennañ, en an' Doue ! Arabat tennañ !» a c'harmas Garey, o lakaat e zorn war
garabinenn e amezeg.
Re ziwezhat e oa: ouzhpenn daouzek taol a oa tarzhet dija.
C'hoarvezout a reas evel ma oa Garey en gortoz : ne reas an tennoù nemet isañ an ourzed
hag en ur oc'hal gant an droug e krogjont da ziskenn.
Spontus an dispac'h er c'hamp neuze. Un nebeut paotred, foll gant ar spouron, a yeas da
skoachañ e-barzh an erc'h tra ma krimpe re all war ar gwez-pin an tostañ.
«- Kasit ar merc'hed da guzhat !» a c'harmas Garey. « Arsa, feneanted villiget, Spagnoled an
diaoul, ma ne fell ket deoc'h en em gannañ, grit war-dro ar merc'hed ! Grit dezho kuzhat en erc'h,
krenerien ma'z oc'h, lamponed !».
27
«- Savetait ar merc'hed, doktor », emeve d'an Alaman ha na c'helle ket, d'am soñj, reiñ dorn
er c'hrogad. Ha diouzhtu, gant harp ar Veksikaned, e kasas an denig ar merc'hed en distro.
An darn vrasañ ac'hanomp a ouie e oa gwashoc'h kuzhat eget stourm. Ne ve ket bet pell an
ourzed ouzh hon dizouarañ - ouzh hon dierc'hañ, kentoc'h - hag hol lazhet o defe an eil goude egile.
N'oa netra d'ober nemet en em zifenn kalonek : un dousennad paotred mennet-mat d'en em gannañ e
oamp, en ur gontañ an Delawared, ar Shawanoed, Garey hag an draperien all.
Ha ni da dennata war an ourzed a ziskenne goustad gant ar grapenn. Siwazh, morzet e oa hor
bizied gant ar riv ha gwanaet hon nervennoù gant an naon. Ne dizhjomp lazhañ loen ebet ha seul
vuioc'h e tennemp, seul fuloretoc'h ez ae ar pezhioù divalav. A-benn ar fin e taoljomp hor
c'harabinennoù d'an douar hag, o kregiñ er bouc'hilli hag er c'hontilli-chase, e c'hortozjomp kalonek.
Aet e oamp tost-tost ouzh troad ar menez a-benn gallout skeiñ an taolioù kentañ rak, evel ma
ouzer, boas e vez an ourzed da ziskenn gant o revr en a-raok. Tro-wenn a rejomp adarre, avat : pa
welas al loened ac'hanomp ouzh o gortoz, setu ma tibabjont en em stlepel trumm en hor metoù.
Neuze e krogas ur stourm dizesper. Garmadoù ar foeterien goadeier, youc'hadoù gouez hor
mignoned indian, yudadoù an ourzed grizzly, trouz an tomahawkoù o skeiñ war ar c'hlopennoù evel
war vein; stirlink ar c'hontilli-chase ha, gwech an amzer, hirvoud un den pa sanke un ourz e skilfoù
lemm e kig unan ac'hanomp : n'on ket evit lavarout pegen spontus e oa kement-se.
E pep lec'h e weled tud ha loened gwadek-holl o'n en em gannañ didruez evit ar vuhez pe ar
marv. Da zehou e oa daou pe dri chaseour o stourm ouzh un enebour hepken ; da gleiz, ur paotr
kalonekoc'h e'n em zifenne e-un. Meur a hini, avat, a oa dija kouezhet war an erc'h hag end-anat edo
an trec'h o vont gant an ourzed.
Kerkent ha derou ar stourm e oan bet diskaret. Pa zeuis a-benn da sevel em sav adarre, e
welis ul loen o voagañ va mignon Garey etre e zivrec'h. Tapout a ris krog e blev an ourz a-benn
chom em sav, rak badaouet e oan gant ar wanded, ha sankañ, gant va holl nerzh, va c'hontell e
kostez ar grizzly.
28
Leuskel ar paotr a reas al loen diouzhtu ha treiñ ouzhin. Kilañ a ris en ur gontellata gwashañ
ma ouien : hep gouzout din, avat, ez erruis war lez un toull bras ha setu me a-hed va c'hein e-kreiz
an erc'h, warnon korf pounner ar grizzly; e skilfoù lemm o sankañ e kig va divskoaz hag e anal
flaerius ouzh va mougañ.
Dallet e oan gant an erc'h ; mont a rae va nerzhioù diouzhin ; ken e kredis e oan kollet. Hag
a-greiz-holl e tregernas un trouz iskis ; ur goulou bras a dremenas dirak va daoulagad ha suilhet e
voe va c'hroc'hen, zoken ; klevout a ris c'hwez ar blev losket ; mouezhioù tud a veske bremañ gant
yudadennoù va enebour ; en diwezh ez eas ar skilfoù diouzh va c'hig, ar pouez a-ziwar va brennid :
va unan-penn e oan, va unan-penn.
Ne voe ket bihan va sebez pa c'hellis en em dennañ eus an toull ha sellout war va zro : un
den souezhus-bras a rede, gantañ en e zaouarn ur wezennig-bin entanet-holl, war-lerc'h un ourzh a
yude gant an doan hag a rae e seizh gwellañ evit pignat gant ar reier buanañ m'helle. Uheloc'h e
krimpe daou loen a11, bec'h bras warno, rak kalz gwad a gollent dre o goulioù. Evelto e reas ar
pevare ourz hag heñvel en dije graet ar pempvet hini ivez ma vije bet kavet ; hogen ne oa da vezañ
gwelet neplec'h : en-dro d'ar paotr ne oa nemet tud gouliet en o astenn war an erc'h.

Edon atav, o'n en em c'houlenn piv 'oa an den iskis-se, moal-vi e glopenn, pa yeas Garey en
e sav, o youc'hal laouen :
«- Brav, doktor ! Alo, paotred, tri hurrah evit an doktor ! »
An doktor an hini 'oa. Piv en dije kredet e c'hell ur berukenn cheñch kement-all doare ur
c'hristen ?
«- Setu ho moue, doktor !» a c'harmas Garey, en ur zegas ar blevad kollet gant an Alaman e-
doug ar c'hrogad. « Milgurun ! Hor savetaet hoc'h eus, holl ac'hanomp !» Ha briata an doktor etre e
zivrec'h a reas ar chaseour.
Savetaet e oamp, hogen un dra nec'hus a chome c'hoazh : pelec'h e oa ar pempvet grizzly pa
n'hor boa gwelet nemet pevar o tec'hout war ar reier ?
E oamp o vent da furchal pa darzhas ur garm spontus, a lakaas hor gwad da vont da zour en
hor gwazhied. Kerkent e krogas an Indianed en o zomahawkoù ha pellaat a-lammoù war-du ar
wenodenn, rak ar whoop-se a oa garm-ankou ur brezelour eus o meuriad.
En em silañ a rejont er wenodenn hor boa digoret ar beure, war o lerc'h an draperien o doa
gallet kargañ o armoù : aes e oa gwelout, diouzh an erc'h strinket, pegen buan e rede ar c'hroc'henoù
Ruz. Re ziwezhat, evelkent, ez errujont war dachenn ar c'hrogad ha dre ur youc'hadeg leun a
dristidigezh e kemennjont marv ar brezelour thawano : tremenet, e oa o c'hamarad kalonek goude
sankañ e gontell e kalon al loen.
29
Ker e kouste ar c'hig ourz a voe debret da goan ! Hogen koaniañ a rejomp. Miret e voe ar
bouc'h-gouez evit antronoz. An deiz war-lerc'h e tebrfemp ar wrizienn, ha goude...
Kig un den ?

hervez ar C'habiten MAYNE-REID


( a-douez un dastumadenn da vezañ embannet diwezhatoc'h. )

30

Barzhonegoù

Bloavezh mat

Ar bloaz kozh a dremen hag a gouezh en ankoua,


Ha war e lerc'h e teu, renet gant an amzer,
Heñvel ouzh ur bugel en e gammad kentañ,
Ar bloaz nevez, leun a breder...

Kerkent 'zo neventi dre-holl war an-douar ;


Ur bloavezh deut ouzhpenn eus buhez an den kaezh,
Hag ur bloaz da zonet a vir dezhañ, hep mar,
Hag evurusted, hag enkrez...

Petra 'vo ar bugel a zo c'hoazh ken tener ?


Petra e tegaso, a nevez dre ar bed ?
Petra e lavaro dre ar maez hag e kêr ?
Den, den ne oar netra ebet !

...
Ar bloaz a vezo mat, peogwir an amzerioù
A vez dalc'hmat heñvel an eil dimeus eben
Ne deo ket, a dra sur, n'eo ket ar bloavezhioù,
An den dister eo a dremen !

AR YEODET.

31

Merzaduriou Flandrez

P' en em ziskouez rin rividik


Eus tarzh-an-deiz, Sul ha bemdez
Dindan amlivioù an oabl lin,
Gwennc'hoarzh amwel ur glañvourez,
Ez eus ur vro e kled
A-dreñv uhelder pep belfrid.

'Vel houidi du ar an duder


'N em glis skefien war ar ganol,
Etre tourioù ar mengleuziou,
Ganto o,rodoù foll o treiñ,
Ar skefien korfek ha gwallzu,
Goustadik, evel gant meurdez.

Doare Bro-Spagn, hag all, tier,


O zoenneier 'serz war ar straed,
O zalbennoù lieskizellet
Zispourbell dindan koumoul glaou,
'Vel arc'houereed dieneet
Lezet war-lerc'h dre luadenn.

Tintad hesklaer pep kloc'hdi lemm


Er gleien arc'hlas hag unton,
War vogerioù hirgarrezek
Ur c'hreñvlec'h Vauban a ra gward
War vrikez ruz ur gêr,
E-kreiz ar gompezenn.

Dindan pep tour ha pep belfrid,


Dre bep kanol, dre bep park gell,
War ar pavez leizh ha risklus,
O C'hwi, Flandrez arzu ha ruz,
E kredan 'z ho karan.

Rijssel, Here 1947.


Ch. GVJIONVARC'H.

32

Ramzed Flandrez

Dindan volz peurhewel an hañv en e wellañ,


Etre diamantoù-mein, o mezher ruz hag aour,
'Vel tresadou Van Dyck, c'hourlammfe eus o foent
Ramzed Flandrez a ya, a engwel o annez.
Gant pennoù falsdremmet, ha loukes o mousc'hoarzh, Bugaligoù euzhus, bras pemp gwech 'vel un
den,
Gant kerzhed diziogel poupiged abredik,
Ramzed Flandrez a ya, kentraouet gant an tolp.

Perukezioù o deus, deut eus o c'hrennamzer,


Saeoù ha korfkennoù millivet hag espar
'Us d'ar c'hoarzhadegoù, tra ma flammin ar vein,
Hag ar Ramzed a ya, bugale-vras Flandrez.

Rijssel, Gwengolo 1947.

Ch. GWIONVARC'H.

33

Ar C'hleier

1. AR C'HLOC'H-KARR

Selaou kloc'h ar c'hastell-eostek,


Ar c'hloc'hig skañv, ar c'hloc'h arc'hant,
kloc'h seder, kloc'h laouen, kloc'h drant.
O skeiñ sklintin
'seniñ lirzhin,
hag o tañsal, tañsal, tañsal,
evel ur c'hornandon dall...
'seniñ lirzhin,
hag o c'hoarzhin, hag o tintal, tintal, tintal
hag o strinkal,
hag o frinkal,
o terriñ krak aer skeltr an noz...
stad e stered ar Baradoz !
Soniri fresk
brizilhon bresk,
o skeiñ sklintin,
'seniñ lirzhin,
hag o tañsal, tañsal, tañsal,
hag o tintal, tintal, tintal,
kloc'hig, kloc'hig, kloc'hig,
kloc'hig bresk,
'vel ur pesk !

II KLEIER EURED

Selaou lorc'h kloc'h bras an eured,


ar c'hloc'h aour !
Pebezh bed a eürusted a zegemen e sonerezh
a-dreuz balzam an aezenn-hañv !
O vrallañ e holl levenez,
war veg e deod aour hag arc'hant,
ar c'hoarzhadeg hag ar c'hañ !
Pebezh son, pebezh kanaouenn,
a ver flour,
evel lanv - evel dour -
a sav betek an durzhunell o tigeriñ he daoulagad
dispourbellet,
hag o sellout
ouzh al loar !
34
O ! eus ar c'hloc'h - eus an holl gleier –
pebezh andon, pebezh mammenn, pebezh stivell
'lamm d'an uhel !
hag e koeñv
hag e par
'us d'an amzerioù da zonet ! da zisklaeriñ
al levenez 'zo o vrallañ hag o hejañ, o tregerniñ
da heul kleier, kleier, kleier,
da heul kleier, kleier, kleier,
Da heul safar ha lorc'hentez brall ar c'hleier !

III. KLOC'H AN TAN


Selaou stok, storlok ha gwigour kloc'h skiltrus an tan-gwall !
Kleier houarn !
Pebezh spouron a stlabezont en ur stlakal,
a silont d'an hoz 'n e skouarn !
Re zaoubennet 'vit kaozeal,
n'hellont nemet skrijal, skrijal,
'n ur vlejal truez, mil druez digant an tan-gwall,
en ur bedenn diskiantet d'an tan bouzar ha trelatet,
'sailh d'an uhel, d'an uhelder
gant ar c'hoant hag an dizesper
da bignat betek al loar fall.
Un taol, un taol, un taol all !
Pebezh kontadenn a zizesper a gontont-i dre o spont
nag e skoont, nag e sklokont, nag e stlakont,
e wigouront !
Pebezh euzh a ra e reuz
war boull-kalon 'n aer strafuilhet !
Ar skouarn koulskoude 'oar,
diouzh o garmadeg hag o sklokadeg,
trec'h ha lanv an devadeg.
Ar skouarn sklaer mat a lenn,
diouzh ur sklokadenn, ur stlakadenn,
ur stroñsadenn,
penaos e koeñv hag e koaz...
ar c'hresk war-lerc'h an digresk 'vez e kounnat ar c'hloc'h bras
hervez ar c'hoeñv war-lerc'h ar c'hoazh 'vez e taolioù ar c'hloc'h bras
e youc'hadeg ha sklokadeg ar c'hloc'h bras.

35
IV. TAOLIOU AR MARV

Selaou taolioù kloc'h an Ankou !


Kleier potin kleier marv,
a son mouk,
en ur rasklañ mergl o gouzoug
klemmoù an ahaon kaezh !
O mouezh erino a zo mouget
evel hini un den krouget.
Soniri glañv a gouezh gorrek,
a ver, gorrek, gorrek, gorrek
gant ar glac'har o tifronkal
hag o krozal,
o klemm hag oc'h huanadiñ !
Kleier c'houerv
a skuilh daeroù,
klemmadennoù mantrus, mantrus,
a-dreuz an noz, fromus, fromus!
hag eneoù
an anaon,
o teverañ son an Anken
diouzh ar c'hloc'h, takenn ha takenn,
son an ankou, son an anken !
Perak kleier, kleier, kleier,
perak kleier
ruilhat reier
da frikañ kalon an den
gant ar glac'har hag an anken,
gant ar glac'har hag an anken,
ar rann-galon hag ar glac'har hag an anken !

P. BOURDELLES
(hervez E. POE).

36

Kanaouenn

Bemdeiz an heol ...

Bemdeiz an heol, warzu ar reter,


A drec'h war an noz hag a sav laouen ;
Beuzet, a-bell 'zo, e noz an anken,
E viromp hor feiz e trec'h ar sklaerder.

Dirazoc'h c'hwi holl, tadoù kozh hor gouen,


Tud veur hor bro-ni, tierned ha sent
Hag a savas Breizh en He stad a-gent,
Ni, ho kourvibien, e stouomp hor penn.

Ret deoc'h tec'hout pell diouzh Breizh-Veur,


Ar mor a dreuzjoc'h gant Doue da Loman,
Na risklus an treiz, na kriz an doan,
Ar breur harluet a c'halve e vreur.

Met a-vec'h kavet repu d'ho pigi,


E oac'h krog, dija, gant ur stourmad all,
Ur vroad nevez a savjoc'h raktal...
Ho stourm hag ho trec'h a vroud hor youl-ni.

Leñvañ 'ra ar bed war e donkadur,


E-giz ur vaouez, deut da vout kabac'h !
Chomet digontamm, hor yaouankiz valc'h
A nac'h groñs plegañ d'e lezenn hudur.

Pegours e vo trec'h ar gwir war ar gaou


Setu kantvedoù ma pad an emgann,
An heol, avat, kement gwech ma splann,
A sonnañ hor feiz e trec'h ar gouloù.

LANGLEIZ.
(Kanenn savet evit Kamp Kleder 1948.)

37
Hon Tud Veur

Lealded eo va enor...

Eus luskoù glas ar skeud e strink a-greiz-holl ar gouloù splann, hag e gwasked an
draoniennig izel e targud ur chapel c'hreunvaen, kluchet er gwez hag er glasvezh : gortoz a ra deiz
he dihun trec'hlidel.
Hag eno e sav ur c'hogell-eñvor, ha pelloc'hik aoter ha bez. Warnezañ n'eus nag anv, na tra
da ziverzout. Hag ar pezh a ran anezhañ ur bez, a zo ur grugell-douar hepken, ur grugell-douar gant
ur piñsin maen kizellet, ha gant mein-to dister... Netra muioc'h da zameñvoriñ un den, bras e vrud er
bed-mañ, e koun an tremeniad o vont hag o pediñ.
Eus an den-se hoc'h eus klevet, diarvar. Bez' ez anavezec'h anezhañ pe hen anavezec'h dre e
oberoù; an Aotroù Yann Vari Perrot, person Skrignag. War an 12 a viz Kerzu 1943 e oa ; diouzh ur
beure goañv e voe drouklazhet gouez.
Ha bremañ ? skeud hag eñvor hepken. Drastet eo bet ar grozol gwenn, hag a oa bet skignet
diouzh stumm ur groaz gant un daouarn kristen.
C'hwi hag e zec'halv, dre gomz anezhañ, dre venegiñ e gomzoù, dre lenn e skridoù, bremañ,
avat, dalc'hit soñj da vihanañ eus e gadarnded hag e haelded; kadarnded endra gomzit, n'eo ket
kement-se a vern hepmui, pelloc'h-dreist eget ar gadarnded-se, gwir galonegezh ne lavaran ket.
Ha mar deo ar galonegezh-se ennoc'h, e vezot-hu pirc'hirined, pegen espar bennak e ve ar
ger dic'hortozet-se d'ho tivskouarn.
Rak kement hini n'en deus ket miret leal an doujañs d'ar re varv, kement hini a vev ez
lizidant en hevoud disoñj a vremañ, en devo aon atav dirak anv unan marv, ha dirak lec'h didud e
vez. Amveizus e chomo dezhañ kevrin un ene kaer, start hag aluzonus, ha n'e saludo ken... Ar re all
a yelo, ha c'hwi a ranko mont rak-se.
Kichen-ha-kichen div arouez, maen eñvor person Koadkev, bez an Aotrou Perrot. Dalc'hit
soñj. Rak marv int o-daou, en abeg da follentez an dud, en abeg da viloni an dud; muntret evit
Breizh int bet o-daou, e tousmac'h daou zispac'h euzhus.
38
Hag un dlead e vo, deomp-ni holl chom hep ankounac'haat ar bez dilezet, ma sav an dreisoni
d'e zistruj.
Neuze pa vezot aet, e tassono ennoc'h mouezh heklev ho koustiañs :« Lealded eo anv va
enor ».
Hag hewel deoc'h gwallreuz ho pro, e tiwano eus ho kreiz ar bedenn izelek ha taer :
« Itron Varia Goadkev, Yann-Vari Perrot, pedit-hu evidomp. »

F. AR R.

39
Yezh

Krennlavarioù

Krennlavar a vez graet, e brezhoneg hiziv eus un nebeut komzoù, rimet peurliesañ, implijet
alies gant ar bobl pa c'hoarvez tra pe dra, pe evit barn den pe ober.
Bez'eo ouzhpenn eget un doare-lavar e-giz :« chom da ober un eontr... pe ur voereb », «
betek trompilh ar Varn », « klask pemp pav d'ar maout ».
Krennlavar a dalv kement ha « lavar berr karget a furnez ». Pe, ma karit : nebeut a gomzoù,
met kalz a dalvoudegezh enno. Da skouer :
« Rodig a dro A red bro. »
« Kamm ki pa gar. »
« To pa ri ti, Pa ri ti to. »
pe
« To pa ri ti
Pa ri falz troad hi. »

Ken nebeut a c'herioù a zo enno ma « torront lezennoù ar ger-mell ha zoken re ar


c'hevreadur dre vras, » hervez yezhadur bras Kervella, nn. 378. (Sellout ivez ouzh yezkadur P. R.
Nedeleg, p. 185, nn. 170 d). Skarzhet eo diouto ar gerioùigoù.., dister ha diret.
Graet e vez c'hoazh anezho « Lavarioù » pe « lavarennoù fur ». E fin geriadur brezhonek-
gallek Troude ez eus « Lavarioù kozh ». An abad ar Moal a embannas e 1843, evel stagadenñ d'e
Hent ar Groaz, « Lavaroù kozh ha talvoudek ». « Furnez Breizh » eo an anv roet gant Brizeug d'e
zastumad krennlavarioù. Gab Milin e 1866 a ra anezho « Furnez ar Geizh a Vreizh ». « Furnez ar
Bobl » a a gaver er « Consortium breton ».
An holl anvioù-se a denn evezh pe war furnez ar c'hrennlavarioù pe war o c'hozhded.
An Aotrou Dujardin (L. Lok) en deus savet e « Gwalarn » 135 roll al labourioù graet war
grennlavarioù Breizh. Abaoe ( Ebrel 1941) n'eo deut nemet nemeur a dra da greskiñ an danvez-se.
Tost 40 vloaz 'zo n'eo bet embannet studiadenn ebet diwar-benn « Furnez Breizh ». En XIXvet
kantved dreist-holl ez int bet dastumet ha studiet.
40
Ret eo menegiñ labourioù Kervarker, Brizeug, Milin, Sauvé ( hemañ a zispleg 1.000 krennlavar
bennak), Hingant, Vallée, Ernault, h. a... ); Koshoc'h eget al labourioù-se e kaver c'hoazh un diviz
etre ur bugel hag un doktor, graet anezhañ « Ar bugel fur ». E vrizhvrezhoneg (ni a zisputo,
universel, sujet, libertin, pas davantaj, examinet... ) a rafe outañ moarvat un oberenn eus an
XVIIIvet kantved. Kalz koshoc'h an danvez avat. An Ao. F. Vallée a gomz anezhañ e « Krenn-
lavarioù Bro-Dreger » hag a lavar ez eo anavezet an diviz-se e Kembre. Brizeug en deus graet e vad
anezhañ evit sevel « Furnez Breizh », evel m'hen diskler, er rak-skrid.
Ne gaver mui er c'henwerzh al levrioù pouezusañ meneget e « Gwalarn » 135. Ha sur
n'emañ ket enno, holl zanvez furnez hor pobl. Bez' ez eus moarvat krennlavarioù ha n'int skrivet e
levr, nag e kelaouenn ebet.
Bez' int koulskoude ul lodenn eus hol lennegezh. Desket int bet gant an tadoù d'o bugaligoù,
hervez doare-kelenn a c'henou da c'henou an drouized. Enno, evel en hor c'hanaouennoù, e kavimp
tro-spered hor pobl. Bez' int, ha marteze muioc'h eget ar c'hanaouennoù, bez' int stumm koshañ hol
lennegezh, deut betek ennomp a rumm da rumm, herezh 'ta hor c'hourdadoù, kendastum o furnez
hag o skiant-prenet. Un testeni int eus hor speredegezh, da lavarout eo, hervez an Ao. Floc'h, eus an
urzh a lakaomp e gwirionezioù ar bed fetis (Studi hag Ober 18 ).
N'on ket gouiziek a-walc'h evit displegañ deoc'h istor hor c'hrennlavarioù. Ne c'hellin nemet
kemer en teñzor-se ha lakaat dirazoc'h un nebeudig eus e vein prizius.
Gwelomp da gentañ petra 'zo talvoudus evit ar bugel... fur pe zifur. Micher ar skolaer eo en
em emellout ouzh ar vugale. Klevomp'ta mouezh ar re gozh.

« Kastiz, boued ha deskadurezh


Tri dra ret da vugel bemdez. »

Kastiz da gentañ !

« Tad a ra stad eus e vabig


Hen desk da vezañ prodig ;
Ha mamm a ra stad eus he merc'h,
Peurliesañ a ouel war-lerc'h. »

Setu ar pezh a respont ar bugel fur da c'houlenn an doktor. Gwelout a rit, gwall fur eo ar
bugel-se ! Furoc'h sur eget ar gerent a zarempredomp bemdez. Setu aze ur c'hrennlavar disoñjet-
krenn gant lies tad ha lies mamm an deiz hiziv ! Ha koulskoude
« Bugel moumoun, bugel kollet,
Magadenn da vezañ krouget ! »

Setu perak
« Mouchit mat ho kole bihan,
Pe 'hend-all ho po poan gantañ.
Heudit mat ho marc'h diank
Pe 'n em veuziñ 'ray er stang. »

« Heudañ », verb gwenedek, evit « hualañ », « liveriñ » da virout ne lammfe ar c'hezeg. Anavezet
eo c'hoazh e gallegach Pluherlin, ur barrez ne vez mui komzet brezhoneg enni abaoe ur c'hantved.
Deut eo da vezañ ar verb « heuder ». (Al Liamm-T.N.N.O.-nn7 ) .
Selaouit adarre ar bugel fur :
« Kozh gwezenn 'zo drouk da blegañ,
Kentoc'h e torrfe eget eeunañ. »
Hogen
« A-vihanik ober ar mad
A ro nerzh war-benn koshaat. »
Hag an deskadurezh, ha prizet eo gant ar re gozh ? Klevit :
« List da lavarout an dud diskiant,
Deskadurezh a dalv arc'hant. »
« Deskadurezh d'ar vugale
A zo gwelloc'h evit leve. »
« Gwell eo deskiñ mab bihan
Eget dastum madoù dezhañ. ».

N'eo ket aze lavarennoù digant tud a ra fae war ar ouiziegezh !


Met petra deskiñ d'ar vugale ?
- Ar mad, ar furnez.
« Gwell eo furnez eget pinvidigezh. »
Deskiñ n'eo ket a-walc'h avat. An ober eo hag a gont. Didalvez eo ha
« koll amzer
Deskiñ at mad hep e ober. »
Penaos deskiñ ar vugale ? Dre ar skouer vat dreist-holl:
« Kelenn hadet war bep skouer vat
A zegas fonnus an drevad. »
« Anez labour, prezeg aner,
Kentañ prezeg a zo ober. »
« Kentañ zo, a-raok prezeg,
Reiñ skouet vat ha komz brezhoneg. »
42
Hag ur c'hrennlavar all hag a zo sot-nay hervez kalz a Vreizhiz doare hiziv.
« N'eo ket a-walc'h klask difaziañ ;
Gwelloc'h eo mirout da gouezhañ. »
Netra nevez'ta. N'eo ket en hon amzer eo bet kavet ez eo ret evezhiañ war ar vugale evit ma chomint
hep kouezhañ en droug. Rak war evezh e ranker bezañ.
« Dañvad kailharek, peurvuiañ
Ouzh ar re all 'glask en em frotañ. »
« Dibaot bugel a hent tud sot,
Eus o sotoni ne zesk lod. »
Penaos ober war-dro ar vugale ?
« A-raok meuliñ, tamall,
Gwelit hag ez eo leal. »
Arabat disoñjal, pa vez anezho pennoù kalet pe avelet :
« Ar frouezh gwellañ a-raok dareviñ
A zo bet trenk, c'houerv, put-ki. »
Met ivez
« Gant kolo hag amzer
E veüra (e azv) ar mesper. »
Moarvat e ouzoc'h e vez lakaet ar mesper, i kalet ha divlaz, e-touez ar plouz evit dezho, nebeut ha
nebeut, dont da vezañ pezhell ha c'hwek un dudi !

Pasianted'ta. Na « skrinkit ket an trebez war-lerc'h ar billig », peogwir,


« Gant ar boan hag an amzer
A-benn eus pep tra e teuer. »
Deskadurezh a zo ret-bras d'ar c'helenner. Na vezit ket eus ar re-se :
« A glask deskiñ da bep unan
Ar pezh ne ouzont ket a-unan. »
Koulskoude, da ziwall 'zo, tud desket-kaer
« Hennezh eo si an dud savant :
Kaout vanite eus o skiant. »

(Bugel fur)
Echu gant ar bugel e amzer-skol ? Ret dezhañ dibab e vicher. Ra selaouo kentelioù digant ar re
gozh. Kentelioù flemmus peurvuiañ. - Diskouezet e vo dezhañ kentoc'h sioù ar vicherourien eget o
ferzhioù-mat. Ne gav ket din e plijfe kalz ar c'hrennlavarioù-mañ d'uñ hëñcher-micherioù.

Ne gomzer ket nemeur enno eus al labouret-douar. Da grediñ eo, avat, peogwir e klev ar
micherioù~all o fegement, ez eo bet savet peurvuiañ eus ar c'hrennlavarioù-mañ gant kouerien.
43
Enor da gentañ d'ar gemenerien, ret « nav anezho evit ober un den ». Ha c'hoazh,
« N'eo ket un den,
« N'eo ket un den,
Met kemener ha netra ken »,
Laer krampouezh kras, boued an ifern ; rak ,
« Ar c'hemener pa gouezh a-ziwar e dorchenn
A gouezh rag-eeun en ifern. »

Gwechall ez ae ar gemenerien da labourat war ar maez. Azezañ 'raent en doare... kemener


war un dorchenn blouz ha gwriat, gwriat... Ha dezho e veze roet boued gwelloc'h eget da dud an ti.
Avius e veze ar re-mañ 'ta.
Ha pa vo marv ar c'hemener ?
« Ur c'hemener ne daio ket
Nep tro en douar binniget.
Laka 'nezhañ en douar kerc'h
Ha chas ar barrez war e lerc'h. »
« Kerc'h » a zo amañ, moarvat, evit rimañ gant -« lerc'h ».
E Bro-Wened e « lakaer holl chas ar c'hanton war e lerc'h ». Gwashoc'h c'hoazh !
Brud fall en deus 'ta ar c'hemener. Ul laer bras all eo ar miliner. ' '
« N'eus ket taeroc'h evit roched ur miliner
Rak bep mintin e pak ul laer ! »
Ha bez' ez eus kalz a archerien a c'hellfe lavarout kemend-all. Un itron eus ar C'hanada a c'houlenne
digant un Aotrou eus Amerika ar Su :
- « Ha-bez' ez eus c'hoazh debrerien-tud en ho pro ?
-« Nann, itron ; debret eo bet an hini diwezhañ en deizioù-mañ. »

Ma! Ha bez ez eus c'hoazh milinerien e Breizh pe e Bro-C'hall ? N'eus gour ebet ken, rak
« Diwezhañ miliner a welis
A oa ouzh ar groug e Paris. »
Boued an ifern ivez evel just, gant e gomper kemener.
« Ur miliner, laer ar bleud,
A va daonet betek e veud. »

Micher vat a-hend-all evit debriñ krampouezh amanennet ha kempenn ar merc'hed :


« Krampouezh hag amanenn a zo mat;
Un nebeudig eus pep sac'had
Hag ar merc'hed kempenn ervat. »

44
- Da vañsoner emaout o soñj mont, va faotr ? Diwall !
« Ar mañsoner a gar an hini
A za iliav-red ouzh e di »;
da lavarout eo an tavarnour.
Neuze, gwelloc'h bezañ marc'hadour. - Selaou :
« Pep marc'hadour hiziv an deiz (ha n'eo ket 1948)
A zo laeroc'h eget ur bleiz.
Ar bleiz a laer ur penn-chatal ;
Ar marc'hadour loen, den hag all,
Hag, alies, ne deo ket gevier,
A laer Doue war an aoter. »
- Mont a rin da zerc'hel un apotikerdi. - Labour aes, va faotr :
« Doue a gas ar c'hleñved kuit,
Gant al louzaouer ez a ar gounid. »
- Mont a rin da veleg 'ta? - Hum !
« Ar veleien a zo luzaz : kanañ 'reont pa vez ar re all o leñvañ ! »

N'am eus kavet « luzaz » e geriadur ebet. « Iskis » eo talvoudegezh ar ger-se, a gav din.
- Neuze da vanac'h, da ober pinijenn evit ar c'hemener, ar miliner h. a - Hola ! Ober
pinijenn ? Klev 'ta :
« Reizhenn manac'h a zo tennañ
Digant an holl hep reiñ netra !»
Setu ar paour-kaezh paotr
« Nec'het
Evel Sant Per gant e bec'hed. »
- Mont da duriañ douar,? A ! Emaout ganti erfin !
Rak ne rebecher netra d'an drouc'herien-vuzhug. Ha furnez ar bobl a bourchaso dit kentelioù
eus an druilh war gement-se : kentelioù war an amzer, kentelioù war an trevajoù. Sell ouzh al loar :
« Kelc'h a-bell
Glav a-dost;
Kelc'h a-dost
Glav a-bell. »
M'emañ
« Ar c'hefeleg o vont d'ar c'hoad
Emañ ar glav kerkent hag e droad. »
« Kanevedenn diouzh an noz
Glav pe avel antronoz. »
45
Selaou bremañ un nebeut « lavarioù ar miz ».
« Gant dilhad tomm ha bevañs mat,
Pep mizvezh goañv a zo dereat. »

Un itron eus Luson a ouie kement-se dre he skiant-prenet


a itron binvidik : - « Plijusoc'h e kavan ar goañv, emezi,
rak neuze e c'hellan tommañ va zi ar pezh a garan. En hañv,
avat, ez eo ret din gouzañv ar wrez ». N'anaveze ket-hi an
doareoù amerikat da ziwall a-hed ar bloaz an hevelep gwrez
en tiez !
Gwashañ miz eo miz meurzh.
« Miz meurzh gant e vorzholioù (e varradoù kazarc'h)
A lazh al leueoù en o mammoù. »
Koulskoude adalek neuze, ret soñjal er foenn :
« Da c'houel Sant Gwenole (3-3)
Stankit ar foenneg ouzh ar c'hole. »
Astennet,eo an deiz... hag al labour. Setu 'ta.
« Da c'houel Paol (12-3)
Lakait mer'n vihan war an daol. »
Miz meurzh, miz an Ened eo. Ar meurlarjez, mare a follentez hag a zispign, rak
« Ma teufe Meurlarjez teir gwech ar bloaz
E lakafe an dud da redek en noazh. »
Amzer ar c'horaiz ivez, amzer ar binijenn, gwechall d'an nebeutañ.
« Ret eo lakaat ar piz e glec'h (echu gant ar c'hig)
Ne deo ket hiziv evel dec'h. »
a lavared da Verc'her al Ludu.
Gant miz Ebrel, avat, setu Pask :
« Pask a-dost, Pask a-bell,
Pask 'vo e miz Ebrel ;
Pask e miz Ebrel a vo,
Pe ar C'hazimodo. »
Kignen hoc'h eus en ho liorzh ? Klevit e berr-gomzoù e pe amzer ober war-dro al louzoù-kegin
talvoudus-se :
« Da c'houel Per, plantañ kignen
(22-2, Kador St-Per)
Da c'houel Per, skoulmañ kignen
(29-6, St-Per, abostol)
Da c'houel, Per, tennañ kignen
(1-8, St-Per en ereoù):
Gwez-kignez hoc'h eus ? Diwallit :
« Pa vez glav da c'houel Mark
E kouezh ar c'hignez er park. »

46
La Caillère 'zo ur barrezig eus ar Vañde. Bro ar c'hignez eo, evel Fouenant amañ. Emañ ar
gredenn er barrez e vefe kollet an eostad frouezh ma c'hourvez un tamm bennak al loen-kezeg e-pad
nozvezh Sant-Jord (23-4). Ha setu perak e tremene un denig an nozvezh-se e-kichen e gazeg. En e
zorn e oa gantañ ur vazh, evit « hilligañ » al loen, diouzhtu pa rae van da c'hourvez !
Miz mae !
« Ar c'hezeg a daol o sae ! »
« Ar segal a lamm dreist ar c'hae ! »
« Setu deut an amzer domm.
Goude miz Ebrel da fin Eost
Da dan ebet na da tost. »
Ha dreist-holl, pa 'z eus
« Mogedenn diwar ar mor,
Heol tomm ken e faouto an nor! »
Sell ouzh ar gwez-derv :
« Bloavezh c'hwiled, bloavezh ed ;
Bloavezh gwenan ne vez ket »
rak re sec'h e vez an amzer evil ma vije kalz a vleunioù.
Er Vañde, ez eus ar c'hrennlavar damheñvel :
« Añne d' mounè, añnè do bié. »
(Bloavezh milinerien, bloavezh gwinizh. )
« Milinerien » eo du-hont lesanv ar c'hwil-derv, en abeg d'an doare bleud en deus war e gorf.
« Ur park a zo gwall fall.
Ma da vezheven ne dal. »
Poent ed ! Rak miz war-lerc'h,
« Da viz gouherv
'Lakaer fals war an erv. »
E Plouhineg e lavarer :
« Da bardon Sant Tei (eil sul a viz gouhere)
Ar falz en hei (z). »
Pa vo « gouel Mazev (21-9)
Ar frouezh holl a zo azv. »
Echu ar bloavezhiad. Soñjit en hini a zo o tont :
« E miz hero (here)
Teilit mat hag ho pezo. »
E miz du, « Da Santez Katell (25)
Ez a ar mestr da vevel »,
ken mall eo gantañ echuiñ al labourioù a-raok an amzer fall
Miz kerzu, miz ar gouelioù,
Eo miz ar gwadigennoù. »
47
Met miz ar goañv eo ivez :
« Mar deo yen ha kriz ar goañv,
Da gof ouzh taol, da gein d'an tan ! »
E giz Loeiz XIV e palez Versailhez, hervez,Paganiz Tangi
Malemanche.
Ar goañv e Breizh ?.
« Hañv-goañv betek an Nedeleg,
Diwar neuze 'vez goañv kalet
Ken ne vezo bleuñv en haleg (bisig-mareñv) ;
Hag ac'hano goañv tenn
Ken ne savo bleuñv er spern-gwenn. »

Gouel Nedeleg eo, evel just, gouel bras ar miz. Ur c'hrennlavar a zo hag hen laka, ni, tud, izel a-
walc'h. Klevit :
« N'ez eus nemet mab an den hag an touseg
A gement a gousk e noz Nedeleg. »

Al ...loened all o deus muioc'h a zoujañs evit an nozvezh sakr-se hag a dremen anezhi o kaozeal
diwar-benn mister bras ar gouel.

Emañ an deiz o kregiñ da hiraat, nebeut ha nebeut.


« 'Tre 'n deiz kentañ 'r bloaz hag an Nedeleg,
Ec'h astenn an deiz paz ur c'hefeleg. »
Bremañ bec'h d'al labour !
« Ar gwellañ bara da zebriñ
A vez gounezet o c'hweziñ. »
Krog abret hag e poent :
« Un dervezh a dalv daou
Da neb a ra e pred e draoù. »
« Evit pakañ louarn pe c'had
Eo ret sevel mintin mat. »
« Da louarn kousket
Ne zeu tamm boued. »
« Bevañ mat, bevañ 'zo ret, » gwir eo.
Met
« Lardañ diegi a zo pec'hed. »

Leun e rank bezañ ar sac'h evit chom en e sav


« An tamm hag al lomm
A zalc'h an den en e blomm »
Hogen
« Al lomm, hep an tamm
A ra dezhañ kaout lamm. »
48
Diwall da vinvioù a-ratre. Rak
« An hini ne zec'h ket e bal
'Vo ret dezhañ sec'hañ e dal. »
Beilh war da loened. Ro dezho da zebriñ ar pezh a zo ret :
« Diouzh he dant 'vez goroet ar vuoc'h. »
« Dre he beg e tozv ar yar. »
Na glask ket digarezioù evit tremen e-kichen al labour :
« Kamm ki pa gar ! »
Ya, met
« Laerezh e amzer, e voued,
Brasañ pec'hed a zo er bed. »

Arabat bezañ dalc'hmat o c'hrozmol, o rebechiñ d'ar re all ar pezh a reont, rak
« Fallañ ibil a zo er c'harr a wigour da gentañ »
evel ma oa skrivet tev war ur baperenn peget ouzh mogerioù Plouhineg en amzer ar votadegoù-
parrez.

Treiñ 'ra an amzer... Un deiz e vo ret skrivañ an embannoù. Goustadik. Selaouit, a-raok, kentel an
hendadoù, kentel flemmus, kentel arabadus a-wechoù evit tud yaouank. Kentel doujus ivez.
« C'hoant dimeziñ ha bevañ pell
O deus pep Yann ha pep Katell;
Dimezet int, pell e vevont,
Holl war o c'hiz e karjent dont. »
« Anez ar gwin hag ar merc'hed
Ne ve ket kalz a drouz er bed. »
Pe, e gwenedeg,
« Keneve chistr, argant, merhed
E vehe didrous-kaer er bed. »
Ar bugel fur a respont d'e vestr :
« Ne dostain jamez ouzh plac'hed,
Rak trompluz int kalz anezho
Ha kollet eo ar bed ganto. »
Hag, hervez ur c'hrennlavar tregeriek :
« Ar bleunig a dro a-wechigo,
Karantez ar plac'h a dro atav. »

Goude kement-se e komprener e voe laouen Sant Sezni, eñ bet patron ar merc'hed, da vezañ anvet
patron... ar chas klañv.
Koulskoude,
« Kaerañ kanaouenn 'zo er bed
Eo mouezh, ar muiañ-karet. »
49
« Kalon ur wreg 'zo un delenn
Hag a zon kaer pa gar un den. »
Met
« Pelec'h e kavot-hu gwreg vat ?
D'an neñv e ranker mont d'he c'herc'hat !»
D'an neñv. Ya ; ket da Rekourañs, avat, rak
« C'hwez ar baotred hag ar potañs
A zo gant merc'hed Rekourañs. »,
Soñjit ervat :
« Piv 'zo kasaus d'an holl ?
An diaoul hag ur wreg foll. »
Met
« Ar gwellañ tra en tiegezh
A zo ur wreg leun a furnez. »
« Da wreg vat, gwellañ gouiziegezh
Eo gouzout ren he ziegezh. »
Hogen
« Na braùite, na bleù milen
Ne lakant er pod da verùeien. ».
Fortuniañ gant ur plac'h pinvidik ?
« Gwell eo karantez 'leizh an dorn
Evit aour melen 'leizh ar forn. »
« Gant doujañs Doue hep kaout madoù
Ur verc'h 'zo kaer hec'h argouroù. »
Dibab un dekenn, ur goantenn ?
« An delienn a gouezh war an douar ;
Ar gened ivez a ziskar. »
N'eo ket didalvez koulskoude ar gened.
« Ar garantez a zo d'ar gened
Evel glizh an hañv d'ar boked. »
Hogen
« Ar gened a zo war-lerc'h ar mad
Keit ha ki kamm war-lerc'h ar c'had. »
Taolit evezh pegen aes e tizh at brezhoneg sonjezonoù don, o pignat brav-meurbet eus traoù an
danvez betek re ar spered.
« Ar garantez dre ma kosha
'Vel gwin mat ez a gwelloc'h-gwellañ. »
Met
« N'heller-ket siwazh, neveziñ
Beg ur plac'h kozh 'vel tal un ti »
Aes gwelout ez eus kaoz betek bremañ eus ar merc'hed.
Met ar baotred ?
50
« Blev a rod, (rodell )
Diaoul a baotr. »
« Neb a zo re vignon d'ar gwin mat,
'Zo enebour da vab e dad. »
Ha da wreg mab e dad:
Savet eo bet, moarvat, ar c'hrennlavarioù flemmus war ar merc'hed gant paotred hag o deus bet o
sac'h, a zo chomet o fri war ar gloued...
Daoust d'ar gengarantez
« N'eus tiegezh
Hep buanegezh. »
Hogen
« Ar bank en tan ne lakaer ket
Dre ma vez an alc'houez kollet. »
Un ali diwezhañ :
« A-raok sammañ, pouezit ar bec'h,
Pe sammet, dougit-eñ dinec'h, »
Ha bremañ dimezit, ma karit, daoust
« N'eo ket skiantek-bras an hini
A ro d'un all kuzul da zimeziñ. »
Da zeiz hoc'h eured, dalc'hit soñj mar deo ret
« Mervel evit bezañ meulet. »
n'eus nemet « Dimeziñ evit bezañ dispennet. »
Rak ne vanko ket ar merc'hed da gontañ a bep seurt diwar-benn, an dud nevez.
« E-lec'h ma 'z eus div vaouez e vez marc'had ;
E-lec'h ma vez teir e vez foar. »

Hag ouzhpenn eget teir a vezo ! Jakez Kroc'hen a lavare d'an 8 a viz c'hwevrer 1947 :« Ma chomfe
an holl verc'hed mut e teufe raktal ar Baradoz war an douar. »
Gwall ziaes 'ta kaout den pe blac'h dereat. Ya, sur, met n'en em chalit ket :
« Ne deus kozh votez
Ne gav ket he farez. »
C'hoant hoc'h eus bremañ. sevel ho tiegezh, kreskiñ ho tanvez ? Evel just, rak
« Bezañ paour n'eo ket pec'hed,
Gwell eo koulskoude tec'het. ».
51
Sant Tomaz Akwino a skriv un dra damheñvel, pa gelenn ez eo ret un tamm bennak a binvidigezh
evit gellout heuliañ hent ar vertuz. Ouzhpenn,
« An hini en deus a lip e weuz (e vuzelloù)
An hini n'en deus a sell à-dreuz. »
« An naon du 'zo dishegar,
Ar c'hof ilboued a zo bouzar. »
Hag e sav reuz ha dispac'h. Amañ eo dastumet holl gudenn ar rannañ-madoù etre an dud.
Espernit.
« 'N hini a viras a gavas
Antronoz veure pa savas. »
« Arc'hant a zo gant poan gounezet
Ne dle ket bezañ gwall zispignet. »

Na glaskit ket, evelato dastum ar bed-mañ en ur votez-koad.


« Goude ar rastell e teu ar forc'h, »
da lavarout eo : mar deo re biz an tad e vezo foran ar mab.
Na glaskit ket kennebeut pinvidikaat re vuan na dre ober gaou.
« Madoù dastumet pant ar rastell
A yelo kuit gant an avel. »
« An arc'hant a zeu a-berzh an diaoul
A zistro 'vat da houarnañ Paol. »
(lesanv an diaoul)
Marteze e oar ar gouarnamant ar c'hrennlavar-mañ :
« Paourik pa binvidika,
Gwazh eget an diaoul ez a, »
ha setu perak ne fell ket dezhañ reiñ arc'hant d'ar skolaerien gristen, hag e rask, par ma c'hell, an
holl dud.

Na stagit ket ho kalon ouzh an arc'hant :


« Karout 'n arc'hant 'voug peurliesañ
Pep karantez ouzh an nesañ. »
Ouzhpenn, hervez Padraig Pearse, ar brogarour iwerzhonat :
« Marteze ne c'heller ket kaout war un dro arc'hant ha
menoziou. »
Dreist-holl lezit ar madoù-beleg !
« Madoù beleien ha blev-ki,
Pe da dra e talvezont-i ?»
« Madoù beleg ha plouz ed du
Ne dint mat 'met d'ober ludu. »
Ha n'ankounac'hait ket :
« Arc'hant a dalv arc'hant, ne dalv ket kalz a dra;
Ar re vat, pa vent paour, ar re binvidika. »
52
Bezañ madelezhus, aze 'mañ an dalc'h. Klev ar gentel-mañ, heklev eus lizher Sant Paol :
« Feiz a zibrad ar menezioù,
Ha karantez a gas d'an neñvoù. »
List ar pennoù goullo da redek war-lerc'h an enorioù, « avel, avelioù, holl avel », hervez ar roue
Salaun.
« Eürusañ den a zo er bed
Eo an den nen deo ket anavezet. »
Rak
« E beg ar skeulioù uhel
E c'hwezh kreñv an avel. »
« Pa vezer savet uhelañ
Neuze 'vez al lamm brasañ »
« Mat eo laezh dous, mat eo laezh trenk,
Ha mat da bep hini chom en e renk. »

Bep mintin, ped Doue a-greiz-kalon, hep chom da lipat ar Sent, avat :
« Ar bedenn verr a bign d'an neñv ;
Ar bedenn hir a chom a-dreñv. »
Na spont ket rak an dour :
« Etre bezañ naet ha loudour
N'eus nemet ur berad dour. »
Difenn da wirioù :
« Mar grit ho tañvad, e viot touzet. »
Soñj ervat en darvoudoù da zont, rak
« Prenañ keuneud a zo re ziwezhat
Pa vez ret c'hwezhañ er bizied. »
Taol evezh a-raok komz :
« War stad ar re all neb a gomzo
mar kar en em sellout a davo. »
Ha m'hoc'h eus keuz war-lerc'h, na zisoñjit ket eo
« Re ziwezhat skeiñ war ar vorzhed
Pa vez laosket ar bramm da redek !»
Na spontit ket rak an... trouzig-mañ. E krennlavarioù 'zo
ez eus gwashoc'h da glevout...
Na veul nemet an den fur :
« Da un den fall reiñ meuleudi
Ouzh ar re vat 'zo strinkañ pri. »
Na gred ket e c'helli plijout d'an holl :
« Evit c'hoazh n'eo ket ganet
Neb a zo gant an holl karet. »
53
« Evit plijout d'an-holl
Eo ret bezañ fur ha foll. ».
Poanioù a zo da c'houzañv er bed-mañ :
« Anez kaout feiz ne c'hellfe den
Harpañ ouzh poan nag ouzh anken. »
« Gouzañv hep klemm ar pezh a c'hoarvez
A zo louzoù mat ouzh pep enkrez. »
« N'eus ehan hep labour ;
Hep stourm ne vezer ket trec'h. »
« Divergliñ 'ra an houarn en tan ;
An den n'eo den anez kaout poan. »

Evel m'eo skrivet e levr Tobiaz :« Petra 'oar an den ha n'eo ket bet temptet, ha n'en deus ket bet da
c'houzañv ?»
« Darn a ouel, darn a gan ;
Ar bed a zo dudi ha poan. »
« Gant poen ha huiz
E hounnier er Baraouiz. »
« Labour, konsort, tre ma helli,
A pa vei koh e tikuehei. »
Pe, e tregerieg;
« Diouzh ar beure eo goro ar c'havr, ha d'an noz ober soubenn gant he laezh. »
Dreist-holl, mar dout paour, poagn :
« Ret eo d'un den n'en deus netra
Labourat tenn e-lec'h gouelañ. »
Ne gav ket deoc'h, mignoned ar brezhoneg, e tlefe bezañ kement-se hor reolenn-stur ?

Bez onest gant pep hini :


« N'eus muzul nemet daou :
Raz, pe varr, pe ober gaou. »
Klask ur gwir vignon :
« Ar wir garantez a zo un tan
Ha ne c'hell bevañ hec'h-unan. »
« Ur c'hozh ti-soul ennañ mignon
A zo ul lez kaer d'ur mignon. »

Gra vad d'an nesañ, d'ar paour dreist-holl :


« An hini a ra vad e-lec'h droug
D'ar Baradoz en em zoug. »
« Dre hadañ 'r mad e park ar bed,
Da vare 'n eost 'vez puilh an ed. »

54
Ha n'eo ket war ar mad hon do hadet, e vimp barnet da fin ar bed ?
Er c'hontrol,
« Tud fall, abred pe ziwezhat,
Ho po greun diwar ho had. »
« En em garout hep karout den
A zo bezañ ar fallañ loen. »
Goulenn kuzul.
« Neb a ya buan da heul e benn,
Goude faziañ en dens anken. »
« Pa reer ar penn ,
N'eus ket da glemm. »
Met pa 'z eo divizet un dra,
« Kas an erv da benn. »
« To pa ri ti
Gra pa ri tra »
Breton ez out ? - Ya. - Mat.
« Ar c'hazh a vourr o logota,
Hag ar c'hi o konikleta.»
Alas ! Ha plijout a ra da Vreizhiz brezhonegañ ? Koulskoude
« Breton biskoazh
« Trubarderezh ne reas. »

Komzoù goullo en deiz hiziv. Na pet ha pet a dro kein d'o mamm-vro ha d'he yezh ! Ha se, ha n'eo
ket trubarderezh dreist-holl evit ur skolaer, un skolaerez, un tad, ur vamm ?
« Ur verc'h yaouank skoliet e kêr,
Ur soudard, ur skolaer,
Holl an dud-se, par ma c'hellont,
Ar brezhoneg a zismantront, » hag a vougont.

Hiziv, n'eo ket mui ret skoliañ ar verc'h e kêr evit ma c'halhegay gant muzelloù faro.
Ha petra 'zeu war~lerc'h ? Nemet ar
« Gall brein ! Gall brein !
Sac'h an diaoul war e-gein ! »
« Lezenn er bed a zou gañnein,
Andur poenieù ha tremenùeien. »
55
Pinvidik ha paour, noblañs ha tud dister,
« Ul liñsel wenn ha pemp plankenn,
Un dorchenn blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war-c'horre,
Setu madoù ar bed er be (z). >>

Dall an Ankou : ne wel na yaouankiz, na kened. Skeiñ 'ra didruez :


« Kerkoulz kozh, ha yaouank, e varv an holl gant anken ; Met ne varv ket re abred neb
a varv e gwir gristen. »
Setu 'ta, mar deo
« Un dra gaer bevañ pell,
Bevañ mat a zo kalz gwell. »

« Ur gozh strakell furnez ar bed :


Storlok a ra hep skiant ebet. »
Lennet am eus war dro mil krennlavat, adskrivet pep kant anezho ; amañ am eus strollet damdost
eizh-ugent.
Mar deus un tamm storlok bennak gant furnez Breizh, bez 'z eus dreist-holl ganti furnez gwirion.
Furnez gwirion ha furnez kristen, evel en hon dastumad lezennoù kozh.

Evit klozañ, kendastumomp pezh a zesk-hi deomp :


1. - Reizhit mat ho pugale ;
2. - An deskadurezh a zo trec'h d'ar binvidigezh ;
3. - An ober eo ar wellañ kentel ;
4. - N'eus micher ebet par da hini an trouc'her-buzhug;
5. - Labourit start, espernit ;
6. - Diwallit diouzh ar merc'hed ;
7. - Dimezit dre garantez ;
8. - Hadit ar mad a-hed ho puhez ;
9. - Karit ar brezhoneg ;
10. - Bevit en doare da gaout ur marv mat.
Amen !
Kaourintin RIOU:
Prezegenn displeget e Kamp Kleder, d'ar 25 a viz Eost 1948

56

Yezhadur bras F. Kervella hag ar Beurunvanidigezh

En ur pennad embannet nevez 'zo el Liamm - Tir na n-og en deus an Ao. Le Clerc graet
rebechoù d'an Ao. Kervella a-zivout ar gwenedeg. Dereat eo ma teuy ur gwenedegour da lavarout
d'e dro petra soñj diwar-benn ar yezhadur-se.
Ret eo anzav emañ lodenn vrasañ al levr ( holl ar pezh a zeu war-lerc'h an eil rann) direbech
groñs a-fed ar gwenedeg unvan. Ar wezh kentañ eo m'emañ dastumet splann en ur yezhadur unvan,
furmoù reizh Gwened aotreet e displegadur ar werboù ha troioù arall a bouez, evel implij ag, men,
rac'h. Kement-se a ziskouez bolontez vat an Ao. Kervella e-keñver ar gwenedeg, ha ne souezho ket
ar re a oar pegen douget eo evit barzhoniezh Bro-Wened.
Traoùigoù hepken em eus da lavarout a-fed al lodenn-se. lmplij ien kentoc'h eget ion, daoust
dezhañ aesaat labour an diskibled, a zo enep da feur 1941. A du 'rall pec'hed eo lezel un tammig e-
kuzh furmoù seurt gant evite e-lec'h evito, daoust dezhe bout ken reizh hag implijetoc'h e Breizh.
Perak n'o lenner ket kichen-ha-kicheñ evel deomp ha dimp en taolennoù bras ?

Rebechoù pouezusoc'h em eus d'ober da rann gentañ al levr a sell ouzh an distagadur, rak
enni e kaver ur spered ne glot ket gant hini ar beurunvanidigezh.
Pal emglev 1941 a oa splann : reiñ an tu da zistagañ mod KLT pe mod Gwened an hevelep
skrivadur. Staget groñs eo Gwenediz ouzh ar pal-se. N'eus ket e gwirionez ur « yezh unvan» a vehe
skrivet ha distaget ur seurt, met ur reizhskrivadur hag ur yezhadur unvan, gant daou vod distagañ.
Gouzout a reomp mat e Gwened e vo klevet aliesoc'h er radio, kenkoulz hag er c'hendalc'hoù bras,
distagadur ar re niverusañ. Daoust da se ec'h omp hag e vimp feal da sonerezh dibar hor rannyezh
en deus graet braventez he barzhoniezh, a-c'houde kantvedoù.
Diskouezañ a ra al levrig « le vannetais unifié » penaos ober evit en em servijañ ag ar
skrivadur unvan, en ur zerc'hel da sonerezh boas ar gwenedeg.

57
Lakaet eo bet ar zh er skritur evit ma c'hello lennour Gwened distagañ c'h e-lec'h z, (hep ne
vo strafuilhet hini KLT ). Lakaet eo bet an où evit ma c'hello lennour Gwened distagañ ow e-lec'h
ou. Lakaet eo bet ar v er skritur evit lemel un o dibenn ne glote ket gant pouez-mouezh Gwened a
gouezh war ar silabenn diwezhañ.
Setu ar pennabegoù a seblant bout ankounac'haet gant an Ao. Kervella, en e § 68 dreist-holl,
evel m'en deus eveshaet a-benn an Ao. Le Clerc. Frazenn ar § 68 a lakahe da grediñ, enep da feur
1941, n'o devehe Gwenediz nemet d'en em akoulziñ a-nebeudigoù ouzh distagadur « unvan » KLT,
ha ne servijhe zh, où ha v nemet da aesaat an traoù evite.
Biken n'asantimp da gement-se e Gwened. Ne vennomp ket bevañ e-touezh ar re all evel ma
vev an oan e korf ar bleiz en deus hel lonket. Ur vuhezegezh wirion a fall dimp, edan wiskamant ur
reizhskrivadur unvan, hervez reolennoù ar yezhadur unvan.
Er rakskrid (pajenn 4, § 1) e kaver traoù reizh. Ali on gant an oberour a-zivout skrivadur
gerioù evel binioù, gouloù, Rioù, Maloù peogwir e vezont distaget e Gwened biniow, goulow,
Riow, Malow. Neuze e c'houlenn dehoù an hevelep tired, peogwir e vez distaget dehow. Neuze ne
oulenn Aotrou tired erbet, peogwir e vez distaget Aotru. Reolenn an ou KLT a zeu da vout aou pa
gouezh ar pouez-mouezh warnañ, a zo dudius-tre, met n'eo ket evit kement-se emañ bet graet
emglev 1941. A du arall e klot peurliesañ dibenn o Treger gant dibenn ow Gwened. Gwell-a-se evit
Tregeriz ! Met feur 1941 nen deo ket graet evite. Mar distagont Aotro evel tado, ne spir ket an dra-
se evit skrivañ Aotroù evel tadoù. Faziañ a ra amañ an Ao. Kervella war-lerc'h Maodez Glanndour.
Ret eo derc'hel da spered gwir emglev 1941 ha netra ken.

Kinnig a ran ar c'hemmoù da heul e yezhadur an Ao. Kervella.


1) Lakaat dehoù e roll ar gerioù meneget er rakskrid ha lemel Aotrou.
2) § 68 lakaat ouzhpenn :« nemet e gwenedeg lec'h ma kouezh war ar silabenn diwezhañ ».
3) § 85 e-lec'h (eu eo ar stumm gwenedek) lakaat ( distaget aou pe ow e gwenedeg ha skrivet eu er
skritur kozh ).
58
4 ) En Aroueziadur :
war-lerc'h où a vo aroueziet evel ou (u) lakaat : nemet e gwenedeg (ow) hag e tregereg (o).
war-lerc'h zh ne vo ket diforc'het diouzh z kennebeut ha, sh diouzh s lakaat : nemet e gwenedeg
lec'h ma vezont aroueziet ( c ) evel c'h.
5) § 84-2 lemel :« e vo mat ober dalc'hmat gant ï». Ur samm didalvez eo an daouboent evit
Gwened, peogwir e tistagomp roet, liorzh en ur silabenn hepken.

Un dra arall em eus da lavarout ha ne sell mui ouzh labour an Ao. Kervella met ouzh meno
an Ao. Le Clerc. Evel tud a zo e KLT, emañ spontet gant ar zh, ken diaes man deo gouzout penaos
skrivañ gerioù evel noz ha kozh, distaget ur seurt ar z anezhe. Perak ne vehe ket lezet ar c'hoari-se
da Wenediz hepken, peogwir e vo aesoc'h dezhe ? Sur on n'en deus ket meizet an Ao. Le Clerc
pegen spontus eo ar c'hinnig-se. Rak n'en deus ket prederiet o deus Gwenediz ur samm arall ken
pounner da zougen : penaos skrivañ gerioù evel yezh ha yoc'h distaget ur seurt an dibenn anezhe ?
Ma bez dibab etre z ha zh samm KLT, dibab etre c'h ha zh eo samm Gwened. Pep unan e samm
enta ! Ha n'eo ket reizh ? Vertuz pennañ ar skritur unvan a zo just a-walc'h rediañ pep unan da
studial un tammig distagadur an all, evit un darempred gwellañ hag ur gengarantez vrasañ. Re aes
eo lezel ar sammoù d'an nesañ ha dezhañ hepken. Ma ne zisoc'hhe ar beurunvanidigezh nemet gant
diskar ar spered emgarantezus-se e vehe dija ur burzhud bras !
Lezel ar zh da Wenediz hepken ? Bezit asur neuze e tistrohent a-benn, ha gant poell, d'h o
skritur kozh ken aes, pengwir e verk war un dro ar zh hag ar c'h, distaget ur seurt. C'hwitet groñs en
devehe striv 1941. Stad digenvez 1939, gant daou skritur ha div lennegezh distag, a zeue arre e
Breizh.
Pedomp an Ao. Doue ne vo ket diskiant a-walc'h ar Vretoned evit distreiñ d'ar stad mantrus-se !

R. A, M.

59

Gerioù brezhonek bev

« Ne don ket bet gwall blijet gant ar Roll-Gerioù dastumet gant Yeun Toulhaet, dre ma 'z eus
re a c'halleg da ziskleriañ talvoudegezh ar gerioù ha dre ma kaver er roll-se gerioù klenket pell 'zo
er geriadurioù evel bac'h, boulloù-hogan, h. a. Ret eo keñveriañ atav ar pezh a gaver ouzh ar pezh
a zo bet embannet dija ha notennañ ar c'hemmoù.
Souezhet on bet o lenn kement-mañ : c'hwistikleñv g. chardonneret (Gouelo). Anavezout a
ran ar ger-se abaoe pell 'zo met gant ur ster disheñvel-mik. Pabor pe Kanapav eo anv al labous-se
e Treger-vihan hag e Gouelo ha c'hwistikleñv (eñv distaget iñ) ne deo nemet ar ger gwesklev
(glesker ! !). E kloerdi bras St-Brieg em boa klevet c'hwistikliñ evit ar wech kentañ gant an Aotrou
Saoz, kure Plaeraneg, e-kerz ar skol vrezhonek ha me 'lavar deoc'h e oa bet c'hoarzh ha fent gant ar
ger-se, ken e skloke an holl skolidi !!
Jigoudenn ne deo yod tamm ebet evit Tregeriz, hogen ur banne hini kreñv. « Eur bannac'h
jigodenn po ? » a leverer hogozik dre fent, da lavarout eo « ecur bannac'h kas war-rok ».
Kent disoc'hañ gant ar gerioù-se ez eo anat n'en deus biskoazh Y. T. klevet ur pabaour o
richanat ha ne deo ket gouest
da zisheñvelaat ur voualc'h diouzh ur c'hanapaer !
Peus ket a vutun (div wech )? Kes da vit (div wech ). Setu hervez Goueloiz son an tad-
moualc'h, hag un diforc'h a zo etre davet ha davit...
Gwelloc'h e vefe ganin kaout roll ar gerioù rouez a gaver e skridoù evel Itron Varia
Garmez pe Youenn vras hag e leue rak meur a c'her a gaver enno hag a zo dizanav o ster resis.
Ul levr disterik a-walc'h evel Trema an Heol o sevel a zo ennañ pemp pe c'hwec'h ger
dizanav din ha koulskoude a-benn bremañ ez eus sanailhet un toullad milieroù a c'herioù brezhonek
em c'hlopenn !
Atav em eus lavaret e chom kantadoù ha kantadoù ha milieroù zoken a c'herioù brezhonek o
redek e-touez an dud ha ne dint ket bet dastumet c'hoazh. Mat eo o dastum, met gwelloc'h o
implijout er skridoù, ouzh o diskleriañ diouzh ret.
M. K.

60

TRI GER BREZHONEK: Daveiñ, Tirenn, Pobl

DAVEIN a zo sellet evel ur ger gwenedek hag a dalv kas. Koulskoude her c'haver e Kantikoù St
Vaeg gant an Aotrou Guitterel (1890, eil mouladur ) p. 16 :
Danvet o Gwerc'hez d'ho gwelet
Unan benag eus hoc'h eled.
Daoust ha kar e vije ar ger-se d'ar c'hembraeg danfon hag en deus an hevelep ster ? E kerneveg e
kaver ivez danvon, ha zoken davanas evit furm trede gour-unan an amzer dremenet (kv. daveas e
brezhoneg G wened ).
Piv a c'hellfe diskoulmañ ar gudenn-se ?

TIRENN ( skoed; arm-emzifenn ). Implijet-tre eo bet ar ger tirenn gant ar Gonideg en e Vibl ha
gant ar Brotestanted war e lerc'h. Ha koulskoude, na Vallée, nag Ernod, na Roparz Hemon n'o deus
hen degemeret en o geriadurioù. Setu amañ ar pezh a ziskleri ar Gonideg en e c'heriadur brezhoneg-
galleg : n'anavezan ar ger-se nemet dre c'heriadur Gregor a Rostren (kv. geriadur 1821; p. 438).

Ha petra a gaver eta e Geriadur Gregor a Rostren ? TARGE, bouclier des anciens, Tarjam, p.
tarjamau ; tarjan, p. tarjanau ; targad, p. -au ; tyrenn, p. tyrennaou. Ar ger targe a zeu, hervez a
seblant, eus an arabeg dardj; eus ar ger diwezhañ-mañ, distreset gant germanegerien, e teu hep mar
ar c'hembraeg tarian. Ar gerioù roet evel gerioù brezhonek gant Gregor, tarjam, tarjan ne dint a-
dra-sur nemet amprestadennoù diwar yezh Kembre, rak ar j a zo kevatal da i e skritur ar
geriadurour, hag al liester en -au n'hell dont nemet eus ar c'hembraeg ivez, tarian-au, tra ma virer al
liester -aou d'ar ger tyrenn.
Met ar ger tyrenn e-unan, eus pelec'h eo difluket ?

POBL. Pobl a zo gwregel evel m'hen diskouez ar c'hemmadur blot ar bobl. Koulskoude e vez lakaet
alies da c'hourel pa vez ur raganv o terc'hel e blas. E Buhez ar Sent gant an Aotrou Perrot e lenner,
p. 101 : Pobl Breiz... a zalc'has epad mil bloaz... siouaz n'eus mui anezañ nemet ar skeud. »
61
Kement all a lenner e skridoù gant brezhonegerien akuit evel E. Ar Moal. Rak-se e kredan n'en deus
ket reizh ar ger pobl kalz a dalvoudegezh e spered ar vrezhonegerien hag e c'heller hen lakaat
gourel pe wregel er raganvoù o terc'hel e blas, pe c'hoazh ober gant al liester e-lec'h an unander ;
neuze e teufe ur frazenn evel-hen : o welout ar bobl-se en devoe truez outi da vezañ ad libitum :
truez outañ pe outo.
Hervez reolennoù ar c'hemmadurioù e tle ar ger gwregel pobl chom digemm el liester hag e
ranker skrivañ ha lavarout ar pobloù ha nann ar bobloù. Koulskoude, ne glot ket ar reolennoù-se
gant doare-ober an darnvuiañ eus ar skrivagnerien : Perag ar boblou o deus-hi mennet traou
gwân ?(eil Psalm, ar Gonideg ); ar boblou a verv hag a varv evel an dud (Perrot, Buez ar Zent, p.
101 ) ; ar boblou o dezo doujanz evid hoc'h hano, Aotrou (Uguen, Levr-Oferenn, p. 500). Ha
kuit da astenn ar roll-se e c'heller treiñ ouzh ar c'hembraeg : y bobloed, liester eus y bobl. Souezhus
a-walc'h eo ar c'henglotadur-se, seul souezhusoc'h ma n'eus digarez ebet hervez reolennoù ar
Yezhadur Kembraek d'al liester pobloedd da vlotaat e bobloedd goude ar ger-mell y. D'hor meno
eta e tlefed skrivañ ar bobloù.
Gant piv emañ ar gwir ?
M. K.

62

Keltia

Kembreiz : ur galon un ene

nemet evit an arz, adalek ar paour-kaezh mengleuzier betek Gembre a zo doare-santout Kembreiz.
Ar bobl-se ne vev nemet evit an arz, adalek ar paour-kaezh mengleuzier betek pennadurezhioù ar
Vro. Tud uhelmennet int. Sed aze an nebeutañ a c'heller lavarout diwar o fenn. N'eus forzh pelec'h
ez eer ne glever nemet kan ha sonerezh, ur galon tener ha kreñv war un dro a drid en o c'hreiz, hag
ivez un ene bepred troet davet Krist hon Doue. An Eisteddfod. evel ma ouzer a zo ur sizhunvezh a
gan hag a sonerezh. Adalek dek eur da vintin pa zigor dorioù ar Pavilion Meur betek dek eur da noz
e vez leun-chouk ar sal, ha ne deo ket gant tud o komz kenetrezo, hogen gant un engroez a selaou en
davedegezh vrasañ holl ar pezh a vez c'hoariet dirazi : kevererezhioù lazhioù-seniñ, bangorion,
unkanerion, lidoù ar Gorsedd, an holl draoù-se a vez heuliet gant aked ha burutellet goude. Ha ne
deo ket kenmeuliñ a reer bepred war gazeteñnoù ar Vro. Ken boas emeur da glevout traoù difistur
ma teuer da vout start ha melzin: Koulskoude e oa dispar an abadennoù e pep keñver.

Lidoù ar Gorsedd eo moarvat a zedenne ar muiañ a dud. Ha ne deo ket tud digas evel en hor
Bro-ni, met tud a oar arouezelezh peb tra. Eilet e vez gant an delenn pep lid ha pep kan. Pa ziblas
kannaded ar Broioù Breudeur, pe bennadurezhioù ar Skol Veur, er C'helc'h Barzhek, e vez c'hoariet
gant teir zelenn, pezh a ro d'al lidoù un doare meurdezus hag a zedenn an engroez. Unan eus al
lidoù-se a oa gortozet, gant mall gant an holl : Unanidigezh ar c'hleze div-rannet. Pa dremenen dre
ar straedoù gant va hanter gleze e kleven an dud o lavarout :« Dyma'r cleddyf », « here is the sword
». Ha pa oa bet unanet ha roet ganimp d'an Arc'hdrouiz Nil Ifan, un Hurrah meur a-strimpas diouzh
ar bobl. N'eus lid ebet hep kan na sonerezh. Ar Meurzh hag ar Yaou a oa deizioù bras ar Gorsedd.
D'ar Merc'her e oa un dra ken fromus all, met en un doare disheñvel-krenn :« Degemeridigezh
Kembreiz Tramor ». Un daou c'hant bennak a oa anezho, deuet a-ratozh-kaer eus ar broioù pellañ :
Kanada, Stadoù Unanet, Afrika ar C'hreisteiz, Nijeria, Pakistan, Sina, Selon, Zeland-Nrvez.. ha me
oar.
63
Pa zeraouas an abadenn da ziv eur e oa goullo al leurenn-c'hoari, nemet ar Rener dirak e
vikro : neuze, goude ur brezegennig, e kembraeg eveljust, e krogas gant ur sonenn brav-kenañ :«
Cwm Rhondda »( Flagenn Rhondda). Digoret e voe an nor hag e krogas Kembreiz divroet da
grapout war al leurenn, e-pad ma kane ar sal a-bezh : fromus e oa ken ne zeue an daeloù d'an
daoulagad. Pa voent azezet holl e krogas ar prezegennoù ha neuze e voent diskouezet d'o c'henvroiz.
An test a lavare anv ar vro lec'h ma oant hag e savent, ouzh stlakadennoù daouarn entanet.. Echuiñ a
reas an abadenn gant « Hen Wad fy Nhadau » hag ez eas an divroidi kuit en ur ganan ur sonenn all.
An nozvezh kan vravañ d'am meno a oa hini ar sul diwezhañ. Evel ma ouezer, e vez
gouarnet ar sul d'an Aotrou, ne veze graet nemet prezegennoù relijiel, pedennoù ha kanaouennoù.
D'ar sul da noz eta e oa c'hoazh leun-barr ar Pavilion. Evel kustum, kanerion ha kanerezed, ur
vleunienn ruz ouzh o bruched, a oa tolpet war al leurenn, ur pastor ouzh o renañ. Seizh mil roll-
kanennoù notennet a oa bet gwerzhet, da dregont lur gall pep hini ! Hag e save an holl dud evit pep
kanaouenn, kanet a-gevret dre ziv, teir ha peder mouezh.
Peur e welimp-ni ar Vretoned tolpet a-giz-se hag o kanañ flour evel Kembreiz ? Pell
emaomp diouto. Setu perak pa voe goulennet diganin etre daou gan pezh a soñjen a gement-se, e
respontis :« Unan eus ho kanaouennoù a lavar :
« And the Lord's house for evermore
My dwelling place shall be. »
Hama, me garfe mont ivez da di an Aotrou pa ne vefe nemet evit klevout ar Gelted o kanañ e-pad va
feurbadelezh.

Eostig SARZHAW.
64

Notennoù

BRUDEREZH. - Daoust da ziaesterioù spontus, deut omp a-benn da zerc'hel ha da ginnig d'ar
Vretoned emskiantek un niverenn fonnus a-walc'h bep daou viz. Koulskoude, arabat krediñ ez eo
dispar stad hor C'hef. N'eo nemet gant skoazell vrokus un dornadig tud (bepred an hevelep re) ha
gant kolloù bras a arc'hant ez eo bet posubl kenderc'hel. Gant un niver ken dister a gomananterien,
n'heller ket, padout en ur reiñ pep niverenn d'ur priz ken izel (pep skouerenn a goust deomp 100 lur,
penaos pourchas 6 evit 400 lur ?). Gant-se, daou hent a zo dirazomp : pe krennañ niver ar pajennoù,
pe kreskiñ priz ar c'homanant. Diwar vremañ eta, 600 lur a vo goulennet evit ur bloavezh, ha ret e
vo krennañ lodenn ar re n'o deus degaset nemet 400 lur (5 niverenn a vo roet dezho e-lec'h 6).
Hogen, an tu gwellañ evit padout ha kreskiñ, an tu n'eus nemetañ e gwirionez, a zo lakaat tud da
gomanantiñ. 1000 komananter a zo ret evit bevañ dinec'h. A-hend-all, bruderezh kenwerzhel a
vefemp laouen oc'h embann.
Evit strewiñ muioc'h Al liamm- Tir ma n-og, ur galv a reomp d'an holl : evit an deroù-bloaz,
kinnigit pep hini ur c'homanant d'ur c'henvroad. Evel-se, plijadur a reot dezhañ, ha, war un dro,
saveteiñ a reot ar gelaouenn. Ker eo emezit-hu ? N'eo ket, e-keñver priz pep tra. Ha, n'eus ket da
dortal, ar brezhoneg n'hello ket trec'hiñ ma n'eus tamm buhez speredel, tamm skrid dudius savet
ennañ, ken ret eo d'ar brezhoneg ur gelaouenn lennegel ha sevenadurel, hag an doenn d'an ti... Pa
welit un den oc'h ober diskleriadennoù entanet evit ar yezh, n'eo ket diaes gouzout hag-eñ eo
gwirion an den, goulennit digantañ pet komananter en deus kavet (mar deo komanantet eñ e-unan,
edel-just...).
Ac'hanta, kenvroiz ker, bec'h d'ar c'homanantoù, d'ar profoù, d'ar skoazell a bep stumm,
evit ma vevo ar brezhoneg, evit ma trec'ho ene hor bro.
A. L.

OBEROURIEN HAG OBERENNOU. -- Ul lenner a skriv deomp :


« Kell 5» am eus e gwirionez kavet un dalvoudegezh ennañ, mes nann war an dachenn lennegel.
Bez' ez eus ennañ un testeni diwar-benn ur marevezh eus an Emsav, met ne welan nemet an testeni
hag elfenn ebet a vraventez lennegel. Hag an dra-se, hervezon, dre m' he deus kemeret ar gontadenn
re en holl neuz ur vreutadenn pe ur brezegenn-damall. Re duet eo an oberour da sarmonal, a gav
din. Hag un evezhiadenn a rin : pep gwech m' o deus hor skrivagnerien fellet dezho lakaat en o
oberennoù traoù o tennañ d' an Emsav, ez eo bet atav ur c'holl evit kempouez ha braventez an
oberennoù. Soñjal a ran en « Itron Varia Garmez », en « Hervelina Geraouell ». E « Kell 5» e kavan
ur skouer all. « Ar Vugale Fall » hepken am eus bourret o lenn, buhez ha fent a zo er romant-se.
Hogen hep mar ne zlee ket Roparz Hemon kavout anezhañ re vat, peogwir n'eo ket bet echuet. Evit
pezh a sell ouzh « Hervelina Geraouell », Roparz Hemon a skrive e niverenn 158 Gwalarn :« Ar
pennadoù a sell ouzh an emsav breizhek a c'hellfe bezañ troc'het. Ar pennadoù all neuze a vefe
anavezet diouzhtu evel ar pezh ez int : darn eus ar pajennoù gwellañ bet skrivet betek-hen en hor
yezh ».
Unan eus kantadennoù Kerlann am eus kavet mat a-walc'h, « Lina ». Hogen an hini all, « Ar
Gembreadez » am eus kavet divlaz a-grenn, ha hegasus da lenn zoken.
65
Daoust hag hoc'h eus taolet evezh e oa sujed kontadenn Per Denez « Rozenn diwezhañ an Hañv »-
(Nnn 2 Tir Na n-Og) heñvel a-walc'h ouzh hini romantig Drezen « An Dour en dro d'an Inizi », a
lakaan e-touez ar c'hontadennoù gwellañ am eus lennet e brezhoneg -- rak ur gontadenn hir kentoc'h
eget ur romant eo. (Ha n'em eus kavet neblec'h ur varnadenn diwar-benn an oberenn dudius-se....)
Er c'hontrol, kontadenn Per Denez n'eus ket enni kalz a dalvoudegezh. Ne fell ket din eveljust
lavarout e c'hellfe he sujed bezañ amprestet digant Drezen hogen merkañ hon eus en div zanevell an
hevelep seurt a zen : ur paotr kizidik ha lent, dic'houest da zisplegañ e drivliadennoù, da ziskuliañ ar
garantez divent a vag e don e ene... Ar blanedenn a zo heñvel ivez : peogwir n'en deus ket ar paotr
diskleriet e garantez en diwezh, peogwir n'en deus ket lakaet an tonkadur da blegañ pa oa aes hen
ober, e vo kollet evitañ ar plac'h a gare, ha goude ne vo ket an hevelep den ; torret e ene gant ar
ranngalon, e vevo ar c'heuz «d'ar feunteun aet dat hesk »... Evit an dud-se evel evit ar baotred
skeudennet gant Jakez Riou « n'eo ket ar garantez ur froudenn a dremen buan, hep lezel roudoù don,
met an trivliad meur, a grog start en den a-bezh, korf, kalon hag ene ». (Benead. - Ar Merc'hed e
Lennegezh Vreizh)...
P. P.

SUPPLEMENT AU GRAND DICTIONNAIRE FRANçAIS-BRETON. - Talvoudus-meurbet e


vo al levr nevez-mañ d'an holl re a zesk pe a beurzesk brezhoneg hag ivez d'ar skrivagnerien.
Muioc'h eget ur geriadur eo, rak kavet e vez ennañ n'eo ket hepken gerioù hogen ouzhpenn troioù-
lavar ha, krenn-lavarioù, dastumet e oberennoù skrivagnerien-bobl : Goulven Morvan, Ar Moal,
Yeodet-Bocher, Mab Loeiz, an Abad Clisson, Yeun ar Go, Heurrieu, Heneu, Medig en Evel, an
Abad Perrot. Gant se e vo gallus d'ar re a raio gantañ skrivañ e brezhoneg yac'h ; frazennoù-skouer
e-leizh a gavint eno. Dezhañ da vezañ embannet e KLT, ez eus e-barzh al labour-se un toullad mat a
c'herioù gwenedek. An oberour en deus bet tro ivez d' ober keñveriadurioù gant ar c'hembraeg. Da
heul ar raklavar ez eo bet lakaet lodenn vrasañ al levrig « Grammaire Française et Grammaire
Bretonne « bet moulet nevez 'zo gant Ti Prudhomme e St Brieg.
Hor gourc'hemennoù d'an Ao. Frañsez Vallée ha d' e skoazeller ; ur pikol maen o deus degaset gant
al labour pouezus-mañ da savadur ar brezhoneg.
Deut eo al levr er-maez eus Ti Oberthür, Roazhon, moulet war baper kaer, hag ennañ 177 pajenn.
Koustañ a ra 500 lur. E c'houlenn a c'heller digant « Skridoù Breizh », Square du Casino, La Baule.

NOTENN. - Da heul hor pennad Teirannadur ar Gevredigezh gant Indezeuropiz e kavomp mat reiñ
berr-ha-berr distagadur ar geriou sanskritek treuzskrivet e lizherennoù latin:
c= tch ; g= ch alamanek (« ich- ») ; h distaget bepred ; j = dj ; sh = ch .; u = ou.
Ar c'hensonennoù stouet en ur ger skrivet e roman, pe vice-versa, a dalv d, t, n,dre ar staoñ ; r= r
vogalennek ; m = ñ brezhonek. .
Ur gensonenn gant un h war he lerc'h a vez c'hwezhadennet (da lavarout eo, t+h da skouer, ha naren
th kembraek).
Ur vogalenn gant un tired-kognek a zo hir, hogen n'eo ket kemmet he liv.
A. E.

66
GERIOU. -« E Plogoñv em eus klevet traoù plijus : gourle, (*hyper-loe) reier dizolo dalc'hmat war
c'horre ar mor ; kougant, un aodig enk biliek pe draezhek etre daou darrod serz ; taoc'h, an tornaod
; bouc'hal-gorr, maen-skeiñ ragistorel ; anvoù (traoù), anoioù (tud) evel ar saozneg noun ha name.
»- Y. T.
KAMP AR VREZHONEGERIEN. - Setu roll ar prezegennoù displeget e Kleder : an arz
breizhat, gant Maodez Glanndour; krenn-lavarioù, pant an abad K. Riou, ; Ar Gonideg hag e
oberoù, gant an Dr Dujardin ; ar sonerezh breizhat, gant L. Steven ; an Aotrou 'n abad Perrot,
gant A. Colleau ; ar brezhoneg er skol, gant an abad Seite : Enez-Vanav, gant an Ao. Gell ; Emsav
Keltiek Breizh, Al Liamm - Tir Na N-Og, gant Per ar Bihan ; kudenn ar bruderezh, gant Zavier
Langleiz ; an arz keltiek, gant Zavier Langleiz,; Lan Inizan hag Emgann Kergidu, gant Job
Seite, beleg ; ar pedennoù evit an Anaon, gant Yeun ar Go ; Al lennegezh vrezhonek, gant an Ao.
Ar Go, person Rosporden ; dastum gerioù brezhonek, gant Ronan Huon,; labour skol-hañv
Perroz, gant Andrev Merser ; Breizh hag he lennegezh, gant Ronan Huon.
Evel ma weler, n'eo ket chomet ar gamperien o vorediñ pe o tapout kelien, rak ouzhpenn selaou ar
prezegennoù e rankent heuliañ ar skol gembraek pe vrezhonek e-pad un eurvezh hanter, ar pezh a oa
ken plijus all evito, trugarez d'ar brezegennerien ha d'ar gelennerien.

SKOL-VEUR DROUIZED, BARZHED HAG OVEDED BREIZH-VIHAN. - En em vodet o


deus izili ar Skol-Veur, un tregont bennak anezho, e ti skol Santez Anna e Roazhon (11-13 a viz
Gwengalo). -- Prizioù en arc'hant a zo bet roet d'ar re o deus gounezet er genstrivadeg lennegel. An
Ao. Taldir-Jaffrennou, Drouiz Meur, a felle dezhañ reiñ e zilez, hogen an holl o deus goulennet ma
chomfe c'hoazh da rener. Per Loazel eus an Naoned a zo bet dibabet d' e skoazellañ. - Evit anaon ar
Skol Veur eo bet lavaret un oferenn gant Dom Alexis Presse, ha prezegennoù niverus gant Taldir,
Kerverzhiou, Per Loazel, Erwanez Galbrun, an dr. Menguy, an ab. Poisson o deus bodet ar
gendalc'hidi : ul lodenn vat anezho a zo bet da weladenniñ an Av. Frañsez Vallée, o chom en un ti-
diskuizh e-kichen Roazhon. - Kendalc'h 1949 a vo dalc'het en Naoned hag eno e lido ar Skol-Veur e
50 vet deiz-ha-bloaz.

SKOAZELL HOR BREUDEUR TRA-MOR. - Ur goulenn, sinet gant 3.135 den, a zo bet graet
ouzh Ministr Kentañ Bro-C'hall evit ma vo desket brezhoneg e skolioù Breizh-Izel hag Istor Breizh
e holl skolioù hor bro, evel m' eo bet goulennet gant kuzulioù departamant Breizh-Izel. Kaset eo bet
al lizher-se gant Kelted Iwerzhon ha Breizh-Veur : hervezañ ul lodenn vras eus kelaouennoù Keltia
a oa prest d' ober bruderezh war an degemer a vije graet outañ : sklaer e teufe d' an boll, ma vije
nac'het, ez eo soñj Bro-C'hall lazhañ yezh ha perzhioù Breizh, ken talvoudus evit Sevenadur ar
C'hornog.
Strollad-ren « Friends of Breton Culture », savet gantañ ar goulenn, a zo ennañ an Ao. 'n Arc'heskob
Mac Grath, an Ao. Ao. J. Gwyn Griffiths, Ambrose Bebb, James Mac Sparran, Dan Breen, Oscar
Mac Uilis, an Dim. Mary P. Ramsay, an Ao. Ao. T.-M. Murchison, J.-H. Miller, R. Morton Nance,
Cormac O Cuilleanain, an boll tud pouezus ha brudet en o bro.
67
Fromet omp dirak talvoudegezh ar skoazell-se roet deomp gant hor Breudeur Tramor.
Diskouez a ra n' eo ket bremañ an darempredoù etrekeltiek ur ger goullo. Ra zeuio hor bed keltiek
da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ rak unanet e c'hellimp ober kalz. Salv ma vimp un deiz ni Breizhiz
gouest da reiñ d'hor mignoned un digoll eus ar boan a gemeront ganeomp.

AR BREZHONEG ER SKOL. - Ministr ar Gelennadurezh en deus roet da skolioù an eil derez


Brest ha Kemper an aotre da gelenn ar brezhoneg adalek ar 1 tañ a viz Here. N'eo nemet un askorn
taolet d'ar c'hi da derriñ un tammig e naon, hogen deomp da dennañ hor mad eus an draig-se ha da
c'houlenn hag azgoulenn ma vo desket hor yezh e holl skolioù Breizh-Ize1 ha lakaet da zañvez-studi
er vachelouriezh.
HOR C'HELC'HIOU E BRO-ALAMAGN (9-10 a viz Here). - Pedet evit gouel Kevredigezh
Bretoned Bro-Alamagn, un dibab dañserien eus strolladoù Pariz (Nevezadur, Kelc'h Keltiek,
Korollerien Breizh-Izel), eus korollerien Blougastell, eilet gant sonerien KAV ha BAS, o deus roet
abadennoù e Baden-Baden ha Koblenz. - Anat eo d'an holl e ra berzh hor c'helc'hioù, hogen ne soñj
ket bepred darn eus o izili e vez sellet outo evel ouzh kannaded Vreizh hag ez eo fiziet enno lodenn-
diavaez labour-adsevel hor Bro. Ha n'eo ket an dra-se ur garg vihan !

BRO-GEMBRE A GOMPREN IVEZ EZ EO RET KAOUT « KEMBRAEG EEUN »


Tamm-ha-tamm, e pep bro eus ar bed, e teuer da gompren talvoudegezh ar « Yezh Eeun ».
Hervez ur pennad embannet war « Baner ac Amserau Cymru » (28 a viz Ebrel 1948); e lavare an
Dr. J.-Henry Honez, rener an Deskadurezh e rannvro Aberteifi, e oa poent moulañ levrioù marc'had-
mat o kembraeg, enno danvez ha ne vije ket re uhel, da reiñ c'hoant d'an dud yaouank ha d'ar vugale
lenn o yezh, ha derc'hel d'hen ober diwezhatoc'h.
Ouzhpenn se, emezañ, ret eo teurel evezh ouzh ar gerioù a reer ganto. Da skouer, da betra e
talv treiñ levrioù saoznek evit ar vugale, ma reer enno gant ur c'hembraeg ken pinvidik, gerioù ken
stank ma ne c'heller ket kompren ur c'halz anezho ?
An dra-se a zo ken gwir e-keñver ar brezhoneg hag e-keñver ar c'hembraeg. Hag an dra-se
am eus lavaret hag adlavaret meur a wech, hag a fell din adlavarout c'hoazh, ken na vo aet mat e
spered hor skrivagnerien.
Bez' e c'hellomp lakaat hor pobl da lenn brezhoneg - hep gortoz ar skolioù da gelenn
anezhañ - ma karomp teurel evezh ouzh daou dra hepken :
a) Sevel skridoù a vo plijus pe talvoudus an danvez anezho hep bezañ re uhel;
b) Skrivañ anezho gant gerioù a vo komprenet hep poan, da lavarout eo gant gerioù ar « Brezhoneg
Eeun ».
Ha me o labourat bemdez da greskiñ roll al levrioù brezhoneg embannet ganin e dibenn va levr
diwar-benn « Stourm ar Brezhoneg », e choman souezhet gant niver al levrioù bet moulet en hor
yezh ha bet gwerzhet a-viliadoù war ar meezioù.
En amzer gwechall koulskoude, kalz a dud ne vezent ket kaset d'ar skol. Er skol ne zeskent
peurliesañ nemet galleg. Yezh al levrioù-se ne oa ket gwall aes atav. Ha daoust da se e veze kalzig-
mat a wazed hag a verc'hed hag a LENNE BREZHONEG.
68
Aesoc'h c'hoazh e vefe dezho bremañ lenn Brezhoneg Eeun. Pouezusañ tra d'ober eta e Breizh :
skrivañ, moulañ ha skignañ skridoù e Brezhoneg Eeun.
Roparz HEMON.

Goulenn a reer ouzhin pelec'h kavout roll-gerioù ar C'hembraeg Eeun. Kavet e vo e: The BASIS
AND ESSENTIALS OF WELSH, gant J: P. Vinay ha W.-C. Thomas, Nelson, Londrez ; priz : 5
chilling. - R. H.
Embannet war « Me a zalc'ho », Nnn. 4, Mae 1948.

LENN A RAED BREZHONEG GWECHALL


Setu amañ daou bennadig hag a vo talvoudus dimp, a gredan. An hini kentañ a zo tennet eus ul
lizher kaset gant P. Sébillot
d'ar « Revue Celtique », ha moulet war ar gazetenn e 1880
(levrenn IV, p. 128-130) :

« Niver ar vrezhonegerien ha na ouzont tamm galleg a vije (hervez niveradeg ar bloaz 1872) :
Aodoù-Hanternoz 152.500
Mor-Bihan 173.500
Penn-ar-Bed 379.500
705.500
War an 2.979.422 a dud a zo e Breizh, 705.000 ne oufent tamm galleg ebet ; 2.263.900 a vefe
gouest da gomz ar yezh-se mat, pe da vihanañ da ober ganti mat a-walc'h evit bezañ komprenet ;
darn anezho koulskoude a gav aesoc'h ober gant ar brezhoneg eget gant ar galleg.

An dud karget da ober an niveradeg a seblant sellout ouzh an holl re na ouzont na lenn na
skrivañ galleg evel tud dizesk-krenn. Klasket am eus, avat, gouzout pet a dud a zo gouest da lenn
brezhoneg, daoust na ouzont ket galleg.
Skrivet am eus d'am mignon An Uhel, ha n'eo ket bet evit reiñ din niveroù pizh. Met roet en
deus din da c'houzout traoù iskis. « Trajedienn ar Pevar Mab Emon », emezañ, a zo bet gwerzhet
betek bremañ war-dro 15.000 skouerenn anezhi, ha n'eus e-barzh nemet ar skrid brezhonek. Al levr
a vez gwerzhet 16 real ar pezh hag an dud diwar ar maez a bae hep klemm, pezh a ziskouez
pegement e karont lenn.
Bez' ez eus, eme va c'henskriver, « gwerzioù » ha « sonioù » moulet war follennoù distag
paper rous tev a zo bet gwerzhet niveroù souezhus diouto. Ne c'hellit ket mont e-barzh un ti-plouz,
n'eus forzh pegen paour e ve, hep kavout un nebeut anezho en un diretenn pe war un tamm
plankenn e-kichen « Buhez ar Sent » hag almanak ar bloaz.
Almanak Leon ha Kernev, embannet er bloaz-mañ e brezhoneg hag e galleg, ennañ 95
pajenn, a zo bet gwerzhet e pemzek devezh 5.000 skouerenn anezhañ.
Un druez eo n'o dije ket tud an niveradeg lakaet ul lec'h da verkañ ar Vrezhoned a oar lenn o
yezh, ha mat e ve, hen ober en niveradeg kentañ a vo graet. A bouez e ve gouzout niver ar
vrezhonegerien desket, ha mat e ve da zislivañ an tachennoù liv teñval war gartenn deskadurezh ar
bazenn gentañ en departamantoù brezhonek.
69
An eil pennad a zo tennet eus ur studiadenn all graet gant P. Sébillot ha moulet ivez war ar «
Revue Celtique », hevelep bloaz, p. 278 : an niverennoù a oa bet reizhet gantañ.

Niver ar vrezhonegerien o c'houzout

Depart. brezhoneg hepken brezhoneg ha en holl


galleg

A-H 215.000 150.000 302.000

P-B 379.000 211.000 590.000


M 174.000 162.000 336.000

L-I 200 1.000 1.200

768.200 524.000 1.229.200

Ne lavarin nemet ur ger.


Pezh a veze graet gwechall a c'hell bezañ graet hiziv. Ar brezhoneg a veze lennet gwechall,
koulskoude ne veze ket kelennet er skolioù peurliesañ. Pezh a veze graet gwechall a c'hell bezañ
graet hiziv. Lavaret eo bet din ez eo diaes-tre stourm ouzh ar c'hazetennoù hag al levrioù gallek a
gaver bremañ e pep lec'h. Aze n'emañ ket an dalc'h. Pezh a zo a bouez eo an dra-mañ :
UR BOBL A C'HELL LENN HE YEZH ZOKEN HEP SKOLIOU:
Arabat eta gortoz da vont dar bobl e vefe digoret dor ar skolioù d'hor yezh. N'eo ket o
c'houlenn aotre pe aotre e teuimp a-benn. O sevel pep tra hon-unan ne lavaran ket.
Roparz. HEMON.
« Me a zalc'ho », Nnn. 5, Mezheven 48.

REIÑ BREZHONEG DA LENN D'AN DUD


Un dra, a zo sklaer, ken sklaer ma ne vez ket gwelet atav gant ar stourmerien evit ar yezh
(rak an traoù sklaerañ alies a dremen dirak hor fri hep tennañ hon evezh) un dra a zo ur wirionez
ken splann m' am eus mezh o rankout skrivañ anezhi.
- Ne vez ket lennet brezhoneg gant ar bobl dre na vez ket roet a vrezhoneg d'ar bobl da lenn.
Ha me o soñjal en dra-se, setu ar pezh am eus kavet en ul levr iwerzhonek :
Tost daou c'hant vloaz a zo, hag as Saozon o waskañ Iwerzhon gwashañ ma c'hellent, e veze skignet
dre an enezenn follennoù paper o verkañ kement a oa ret d' ar bobl da c'houzout. Ne vezent ket
lakaet e gwerzh er stalioù, ne vezent ket kinniget zoken da werzhañ. Met an den a yae d'ar vourc'h
da brenañ ur gwennegad butun pe ur gwennegad holen a gave e vutun pe e holen paket en unan eus
ar follennoù-se. A-wechoù all e vezent taolet dre ar prenestr e-barzh un ti, a-wechoù lezet da nijal
gant an avel er parkeier.
Piv a vir ouzh re a gar hor yezh da ober kemend-all ? Ne lavaran ket moulañ follennoù,
warno traoù a c'hellfe hor renerien kavout abeg enne. Lavarout a ran moulañ follennoù warno ur
gontadennig farsus pe ur ganaouenn, gant ur-skeudenn pe ziv, pe alioù talvoudus d'an dud diwar ar
maez e sell eus al labour-douar, ar c'henwerzh pe ar yec'hed, pe c'hoazh ur pennadig diwar-benn ar
sant, ur gouel brudet ; hag all...
Ma vefe savet ar skridou-se e Brezhoneg Eeun e vefent gwelloc'h c'hoazh, rak komprenet e vefent
hep poan, hag hor pal er bloavezhioù-mañ, keit ha ne vo ket kelennet hor yezh e pep skol, a zo
deskiñ lenn Brezhoneg Eeun d'an holl.
70
Setu aze un oberenn a bouez bras, a c'hell bale e-kichen « Brezhoneg ar Vugale » hag al levrioùigoù
da werzhañ.
Arc'hant, a vo respontet, a zo ret. Ne gredan ket, koulskoude, ez eus ezhomm re a arc'hant. Ezhomm
a zo dreist-holl tud a benn d'en em guzuliañ etrezo evit aozañ ,ar voulidigezh, ha tud yaouank a
benn hag a galon evit mont da redek ar maezioù.
Roparz HEMON,
« Me a zalc'ho », Nnn. 6, Gouere-Eost 1948.

LENN E TRI MIZ


Evit gouzout ur yezh e ranker bezañ gouest da gomz, da gompren ar re a gomz, da lenn ha
da skrivañ anezhi.
Eus ar pevar zra-se, evit ar re na ouzont netra, an aesañ-holl eo deskiñ lenn. Neb a oar lenn a
zeu buan a-benn da zeskiñ an tri zra all.
Evit ar re a oar komz ha kompren ar re a gomz, aesoc'h eo deskiñ lenn eget deskiñ skrivañ.
Neb a oar lenn a zesk buan skrivañ.
Setu perak e lavar dimp an dud o deus studiet pizh an doareoù-kelenn ; kentañ tra d' ober eo
diskouez d' ar skolidi penaos lenn ar yezh.
Emañ ar goañv o tont, ha dizale e vo digoret skolioù brezhoneg un tammig e pep 1ec'h. An
a1i a roan d'ar gelennerien, ur wech c'hoazh, eo : grit en doare ma vo gouest ho skolidi, a-benn tri
miz, da lenn ar skridoù savet e Brezhoneg Eeun.
E tri miz e c'hellit deskiñ dezho holl ar 1.400 ger bennak a gaver el levrig :« Alc'houez ar
Brezhoneg Eeun » anvet e galleg :« Les Mots du Breton Usuel ». Sellit mat ouzh ar roll-se :
a) e gwirionez, n'eus nemet ur 1.000 ger bennak da zeskiñ, ar re merket e lizherennoù tev e
diwezh al levr ; ar re merket e lizherennoù moan a zo, an darn vuiañ anezho, stummet diwar ar re
gentañ (evel yaouankiz diwar yaouank) ;
b) e-mesk ar 1000 ger-se ez eus ouzhpenn 30O a zo anavezet pe damanavezet dija gant ho
skolidi, zoken ar re na ouzont tamm brezhoneg : tour, ponut, bank, bandenn, banniel, boutailh,
horolaj; hag all.
Ne chom da zeskiñ eta nemet ur 700 bennak ; nebeutoc'h zoken, rak evit tud a Vreizh, hag i
gallegerien ez eo ur c'hoari deskiñ gerioù evel berr (Le Berr) hir (Le Hir) Gall (Le Gall) keginer
(Queginer) penn marc'h Penmarc'h) hag all.
Respontet e vo din : deskiñ gerioù n' eo ket awalc'h evit deskiñ lenn ur yezh (daoust ma ' z
eus un dra a zo bet ankounac'haet betek re en hon amzer : deskiñ ur yezh a zo dreist-holl deskiñ
gerioù).
Piv a vir ouzhoc'h da lakaat ar gerioù e frazennoù ? E giz-se e tesker hep poan ar gerioù
bihan-se a zo ret gouzout evit kompren ur skrid (evit, dre, war, hep, ha, ma, hag all) hag e tesker
anavezout stummoù ar verboù.
Soñjit penaos, evit lenn, n' eus ket ezhomm gouzout ober gant reolennoù ar yezh ; a-walc'h
eo bezañ klevet petra eo ar reolennoù-se. Da skouer, n' eus ket ezhomm gouzout e tleer lavarout da
vreur hag ho preur ; a-walc'h eo gouzout e c'hell ur v hag ur p derc'hel lec'h ur b a-wechoù.
Ne lavaran ket muioc'h en dro-mañ. Spi am eus e c'hellin displegañ hiroc'h va soñj un deiz
pe zeiz.
Ho pediñ a ran avat, kelennerien : hep mui gortoz, aozit, a-benn ar goañv-mañ, ho « SKOL
LENN BREZHONEG EEUN E-TRI MIZ »
Roparz HEMON.
71

NOTENN. - Ar « Méthode Rapide de Breton » a zo diazezet war ar Brezhoneg Eeun daoust m' eo
graet dreist-holl evit ar re a rank deskiñ komz buan. Mouladurioù nevez ar « Grammaire Bretonne »
hag ar « Cours Elémentaire », bremañ tost da vezañ embannet, a zo diazezet war ar Brezhoneg Eeun
ivez. « Marvailhoù a Vro-Skos » eo ar skrid hirañ moulet betek-hen e Brezhoneg Eeun, hag a
c'heller prenañ c'hoazh. Kerkent ha ma vo dastumet arc'hant e vo moulet ur rummad skridoù nevez
e Brezhoneg Eeun.
« Me a zalc'ho », Nnn 7,.
Gwengolo-Here 1948.

« ME A ZALC'HO », kelc'hgelaouenn Kevredad ar C'helc'hioù Keltiek. - Ul labour pouezus a ra


niverennoù « Me a zalc'ho » o klask lakaat ar c'helc'hioù da bleustriñ muioc'h war ar c'hudennoù
sevenadurel. Plijadur hon eus a-hend-all o welout enno muioc'h-mui a vrezhoneg. -« Me a zalc'ho »,
miziek, 78, rue de Fontenay, Vincennes (Seine), C.C.P. P. Galbrun, RENNES 340-63 ; komanant ur
c'helc'h pe ur strollad, 300 lur ; komanant ezel ur c'helc'h, 150 lur.

KAIEROU KRISTEN, 5-6-vet kaier. Hañv 48.


Degemeret hon eus gant kalz a blijadur niverenn diwezhañ kelc'hgelaouenn an Ao. 'n abad
Loeiz ar Floc'h. Pouezus-kenañ eo evit buhez speredel an emsav ar c'haieroù-se e lec'h ma kaver
skridoù uhel awenet war un dro gant ar gristeniezh hag ar garantez-vro.
Da gentañ, ur studiadenn hir, « Banvez ar vuhez », gant Maodez Glanndour, o tisplegañ ster
kuzh ar predoù ha boazioù an tiegezh. Goude, ur vuhez-skridig, « Ur sant breizhat nevez »
(Grignion Monforz) gant Benead. Klemm a ra Benead en he fennad, penaos n'eo bet savet levr
brezhonek ebet diwar-benn ar sant-se, ha diskouez a ra n'o deus ket meizet ar levrioù gallek savet
war ar gudenn spered e ouenn ken pouezus koulskoude evit displegañ buhez un den uhel. Hogen,
perak Benead ne savfe ket al levr brezhonek-se a ra diouer deomp ?
« Divizoù ar Basion », gwerzioù-pobl kendastumet ha renket gant Maodez Glanndour. Fromus eo
bepred lenn seurt skridoù e-lec'h ma kaver,alies gwerzennoù kaer. Keñveriañ :(p. 40).
Geol an ifern bepred digor,
Frank ha ledan evel ar mor
gant :(« Al liamm - Tir.na n-og », niv 8, p. 46, gwerz ar Paper timbr).
Yalc'h ar Roue, don 'vel ar mor,
'Vel an ifern bepred dior
« Ar beleg », kontadenn gant Padrig Mac Piarais, troet e brezhoneg gant Loeiz Andouard. Evel-se
eo klokaet an dastumad kontadennoù embannet gant Gwalarn e 1934 (Isagan, Barbra, Yannig an
evned) « Ar paotrig a wele e diabarzh an traoù », kontadenn gant Maodez Glanndour, hor c'has en
ur bed dreistnaturel a blij kement d'ar Vretoned.
Gant an hevelep oberour, ur gontadenn all « Urien ar Reder » a blijo kalz, moarvat d'ar skouted
vreizhat, ... ha d'ar re all ivez, na petra 'ta !
« Unan pe daou Sant Padrig a zo ?» studiadenn aozet diwar saozneg Gerard Murphy gant Herve
Konan.
« A-hed hag a-dreuz », notennoù puilh diwar-benn buhez ar relijion, meur a dra dudius-tre enno.
72
« Al levrioù nevez », gant Gwazgwenn. Lavarout a ra e vefe gwelloc'h hervezañ ma rofe Al liamm
- Tir na n-og « un hollad bennak e pep embannadur. Da skouer, un niverenn kontadennoù, un all
gant gwerzioù ha sonioù, up all diwar-benn ar geriadur hag ar yezhadur...
Soñjat a reomp eo plijus ivez kaout a bep seurt traoù e pep niverenn, hogen, petra soñj hol lennerien
? Dezho da reiñ o menoz.
Ma ne zegemerit ket Kaieroù Kristen, kasit diouzhtu 250 lur da M. 1'.abbé Le Floc'h, 2, rue du Parc,
Saint-Brieuc, C.C.P. Rennes 54212, hag evel-se po ur c'homanant evit peder niverenn. N'ho po ket a
geuz ! ,
A. L.

Prenañ a c'heller niverennoù Kaieroù Kristen : 1, 2, 3, 4, pep hini 60 lur ; 5-6, 125 lur. - niverennoù
Studi hag Ober, 17, 18, 19, 21, 60 lur ar pezh. O gou!enn digant an Ao. 'n Abad Le Floc'h.

KROAS BREIZ. - Ingal e teu er-maez niverennoù Kroaz Breiz dindan ur golo liv-flamm. An
niverenn 8 (Kerzu) a zo o paouez bezañ embannet. War wellaat ez a bepred ar gelc'hgelaouenn hag
e tlefe bezañ gwerzhet mat war ar maez. Da bep hini d' ober bruderezh en-dro dezhañ en doare da
lakaat e genvroiz da lenn o yezh.
- Komanant, 350 lur ; komanant-skoazell, 50O lur ; kounanant a enor, 800 lur ; an niverenn 25 lur.
-- Abbé Laurent Bleunven, recteur de Plomelin, Quimper : C.C.P. 1266-53 Rennes.

AR FALZ. - Niverennoù diwezhañ kannadig skolaerien ha kelennerien lik Breizh a vo kavet enno :
en niverenñ 14, an danvezlezenn kinniget gant 4 ezel eus Eil-Kuzul Bro-C'hall evit degemerout ar
brezhoneg e skolioù an eil derez. En niverenn 15, aotre Ministr ar Gelennadurezh da genteliañ hor
yezh e liseoù Brest ha Kemper, hag un diverrañ eus ar strivoù graet evit kelennadurezh ar brezhoneg
gant Skol Veur Roazhon, ar studierien vreizhat, Unvaniezh Difennourien ar Brezhoneg, kuzul-
departamant Penn-ar-Bed, kannaded Vreizh ha skol-hañv Perroz. -- Ar Falz, A.Keravel, instituteur,
Dirinon, Finistère, C.C.P. 1125-16 Rennes, komanant : 200 lur.

SKED. -- Gant dudi bepred e lennomp « kaieroù kristenien yaouank Keltia », a zeu er-maez dindan
ur stumm plijus. Eno e kaver pennadoù talvoudus, gouiziek meurbet a wechoù, ha doareoù-soñjal
divoutin:- Peder niverenn a zo bet embannet betek hen. D'ar re a fellfe o frenañ, skrivañ d'ar merour,
M. J. Morin, 7, rue des Chantiers, Paris (5e), C.C.P. Paris 6563-82. Komanant-bloaz da « Sked »:
250 lur evit 4 c'haier ; komanant-skoazell 500 ha 10000 lur ; an niverenn. 70 lur.

URZH SKOUTED BLEIMOR. - Diaes-meurbet eo al labour kaset da benn gant Strollad Skouted
Bleimor, en deus e greizenn e Pariz ha skourroù ivez e kêrioù Breizh. Bruderezh eus an dibab a
reont en-dro dezho, rak pleustriñ a reont war gement tra a ra danvez Breizh. Anavezet-mat eo o laz-
kanañ hag ur gelc'hrgelaouenn a-zoare, « Sked », a embannont. Ra zeuio emberr Urzh Skouted
Bleimor da astenn he levezon war Vreizh a-bezh ha da stummañ deomp tud yaouank yac'h ha
nerzhek, bleunienn gaerañ hor Bro-ni.

73
LA RIVIERA BRETONNE, LA BRETAGNE A FREJUS. - Degemeret hon eus an daou
gannadig-mañ, an hini kentañ liamm Bretoned aodoù ar mor kreizdouarel, an eil paperenn,
Bretoned divroet Frejus ; hor gwellañ gourc'hemennoù d' hor c'henvroiz evit o spered mat hag o
c'hoant d' ober labour a-zoare.
UR MENOZ MAT. - Krouet eo bet nevez 'zo e Roazhon ur gevredigezh, BALB hec'h anv
(Breuriezh al levrioù brezhonek), he fal moulañ ha skignañ levrioù en hor yezh. Muioc'h a
ziskleriadurioù a soñjomp reiñ d'hol lennerien diwar-benn se en hon niverenn a zeu.

SKEUDENNOU LANGLEIZ. - Goude skeudenn « Sant Erwan difenner Breizh » en deus treset
Zavier Langleiz un « Nevenoe, Roue Kentañ Breizh » hag a zo buhezek-meurbet. Trugarez d'an
oberour, a striv kalonek da greskiñ danvez Breizh. Aliañ a reomp hol lennerien da brenañ ar
skeudennoù-se ; rak, ret-groñs eo skoazellañ an arzh breizhat. - Ar skouerennoù war baper lien a
goust 350 lur, war baper kaer 200 lur, war baper boutin, 100 lur. Ur « Sant Jili » a vije da werzhañ
ivez, 150 lur, ha dastumadenn tresadennoù levr istor an abad Poisson a c'heller kaout evit 350 lur.
Kas ouzhpenn 30 lur evit ar mizoù nemet e savfe ar werzh en tu-hont da 500 lur. - Skrivañ da : X.
de Langlais, 7, rue Victor Hugo, Rennes :- C.C.P. 444-96 Rennes.

SKEUDENNOU KER-VREIZH. - Tennet eo bet gant an Ao. Galbrun pemp luc'hskeudenn gaer
eus Kêr-Vreizh, ti ar brezhoneg e Pariz. Gwerzhet e vez pep skeudenn 100 lur, hag ar pemp a-
gevret, 400. Plijout a raio d'ur c'halz a Vretoned piaouañ anezho, dreist-holl ar re o deus tamm-pe-
damm darempredet Kêr-Vreizh.
Kas an arc'hant da Andrev LATIMIER, Kêr Vreizh, 43, rue St Placide, Paris (6e), C.C.P. Paris 5356-
83.

KANAOUENNOU. - Savet eo bet gant Jef Penven, ar sonaozour brudet, un dastumad nevez «
TralalaLaleno », ennañ 30 son pobl kendoniet. Treset eo bet ar golo gant Jani Karoff. E-kerz miz
Kerzu e teuio er-maez, ha gwerzhet e vo 75 lur. Ar re a fell dezho degemer ur skouerenn niverennet
(50 anezho) n'o deus nemet kas diouzhtu 150 lur da : Paskal PONDAVEN, 150, rue Vercingétorix,
Paris (14,•), C.C.P. 2408-48.

PLADENNOU IWERZHONAT. - Embannet eo bet gant Dorig ar Voyer, rener B.A.S., 2 bladenn,
enskrivet warno an tonioù-mañ da heul :
I- tu kentañ : Reel, Jig horn-Pipe (korolloù)
eil tu : Ton bale Molly Darling. Foggy dew (ton)
II. - tu kentañ : my lagan love (ton). Madame Bonaparte (koroll)
eil tu : Ton-bale O'Nei1. Kan broadel
200 pladenn nemetken a zo bet tennet. An tonioù-se a zo bet klevet e Kastell-Paol e-kerz gouelioù
ar Bleun-Brug. Meur aa vleunvruger a vo laouen o klevout anezho adarre. Priz pep. pladenn : 170
lur. Dorig ar Voyer ; La Demeurance ; Grande-Rue, Ploermel, C.C.P. Rennes 533-98. Skrivañ da
c'houlenn e pelec'h e c'hellor kemer ar pladennoù.

74
FILMOU. - D'ar 17 a viz Du, dirak ur saliad leun a dud, eo bet diskouezet gant ar Cinamat-Club
français e Pariz, un abadenn fiñvskeudennerezh, enni filmoù berr diwar-benn ar pardonioù ha
goueliou breizhat. Pevar film, a zo bet kinniget d'an arvesterien, tri anezho diwar-benn pardon bras
Colombes (banlev Bariz), hag ar pevare, tennet gant hor c'heneil an Ao. Galbrun, diwar-benn meur
a ouel breizhat eus ar bloavezhioù tremenet (Argol, Santez Anna
ar Palud, Brest, Sant-Brieg, Kemper, h. a.). Daoust d'an tri film all bezañ dereatik, ar maout a yeas,
hep tortal, gant an Ao. Galbrun. Awenet oa bet e film, n'eo ket hepken gant an arz, hogen ivez gant
karantez ouzh hor bro. Skoazellet mat eo bet gant sonerien ha kanerien eus an emsav evit ar
sonerezh. Tud 'zo o deus rebechet penaos ne glote ket bepred an tonioù gant ar c'horolloù, hogen,
displeget en deus hor c'heneil en devoa fellet dezhañ nemetken eilañ e film gant tonioù, ha n'eo ket
ober ur gwir film sonus, pezh a zo posubl nemet d' an dud a vicher, an boll vinvioù ret en o c'herz.
Nec'het omp bet, siwazh, o welout bep an amzer ur fazi bennak ouzh ar reizhskrivadur en
talbennoù, hogen, pebezh plijadur gwelout hor yezh lakaet el lec'h a enor war ar skramm, ha
gwelout pegen niverus eo bremañ ar re yaouank o pleustriñ war hon teñzor gwerinoniel. Souezhus e
oa merzout pegen rannet e oa an dud : diouzh un tu, ar C'hallaoued, penn mouzh ganto, ha diouzh
an tu all, ar Vretoned, laouen boll, ha tan en o stlakadeg daouarn. Gwelout ar strolladoù sonerien
yaouank o kerzhout a-zoug o c'hamm, a roe deomp from ha fiziañs war un dro. Emañ Breizh o
sevel...
Tud 'zo en hon touez, a glemm a-wechoù, pa 'z eo fall levezon ar fiñvskeudennerezh war
bobl hor bro. An Ao. Galbrun en deus diskouezet an doare nemetañ da ziskoulmañ ar gudenn: ober
gant an hevelep binvioù evit an advreizhekaat, sevel filmoù breizhat a spered, ha brezhonek; ha, war
hon eus klevet, n'en deus ket c'hoant hor c'heneil da ziskuizhañ war ribl an bent : emañ o prientiñ ur
film berr war gomz, setu un doare nevez da stourm evit hor yezh, hetiñ a reomp a galon vat e raio
berzh e Breizh-Izel.

UN ENEZENN DA WERZHAÑ. -. Un enezenn e pleg ar Mor Bihan, Boedig, a zo lakaet e gwerzh


e Naoned. Un atant a zo warni, 11 hektarad douar a zo, hag ar priz kinniget eo 750.000 lur hepken.

ARNODENNOU AN TREC'H. - Un arnodenn a zo bet dalc'het e « Kamp ar Vrezhonegerien » e


Kleder, d'an 28 a viz Eost.
A zo bet kavet barrek evit an Trec'h Meur :
- Erwan Jakob, meneg mat-tre ha meuleudi ar varnerien.
- Per ar Bihan, meneg mat.
- Erwan Broustailh, meneg mat-a-walc'h.
Evit an Trec'h Hentañ :
- St Kidna, mat-tre ha meuleudi ar varnerien.
- Paol Kalvez, mat-tre.
- Per ar Meur, mat.
- An dim, Annaig Puilhandu, mat a-walc'h.

KELEIER,
- Gant plijadur hon eus klevet e oa ganet ur plac'hig, Armela, e ti hor mignon Erwan Kenven e Sant-
Jermen en-Lez e-kichen Pariz.
75
D'an 19 a viz Du, ez eo ganet ur, paotrig, Herve Yann, e ti hor c'heneil Yann Thomas. Yac'h eo ar
vamm hag ar bugel.
Hor gwellañ hetoù d'an daou vreizhadig nevez hag hor gourc'hemennoù d' o zud.
- Florentin Goinard ha Suzanna Derrien a zo bet dimezet er Baol, d'an 23 a viz Here 1948.
Hor c'heneil Rollen Surzur en deus kemeret da bried Mari-Lis Lochou, d'an 30 a viz Here 1948 en
Iliz Champcevinel (Bro-C'hall)..
Eured Jakez Fournier ha Bella Henaff a zo bet lidet e chapel Lannpaban, Pouldreuzig, d'an 9 a viz
Du.
Hor gwellañ hetoù a evurusted d' ar priedoù nevez.

HOR C'HOMANANTERIEN. - 243 c'homananter hor boa e dibenn miz Here : Aodoù an
Hanternoz (33), Penn ar Bed (68), Il ha Gwilen (22), Liger Izelañ (18 ), Mor Bihan (16), Pariz ha
tro-wardro (49), Departamantoù all (20), Trevadennoù Bro-C'hall (5), Iwerzhon (4), Skos (1), Man
(1), :Kembre (2), Bro-Saoz (2), Stadoù Unanet (2).

E dibenn miz Here, Roazhon (I-G) a gonte 20 komananter ; An Naoned (L-I) 13 ; Kemper (P-B)
12 ; Brest (P-B) 7; Boulvriag ( A-H ) 7; Lanuon ( A-H ) 6; Douarnenez ( P-B ) 6; An Oriant (M) 4;
Gwenngamp (A-H) 4; St-Brieg (A-H) 3; Plonevez ar Faou (P-B) 2; Rosporden (P-B) 2; Lokournan
(P-B) 2; Pleiben (P-B) 2; Rosko (P-B) 2; Gwened (M) 2; Gwiskri (M) 2; Ar BaoL (L-I) 2. - D'an
hevelep mare hor boa e Pariz 24 komananter.

Un nebeut evezhiadennoù : Roazhon a zeu e penn gant 20 komananter ; n' eo ket souezhus ; kêr ar
studierien eo hag ouzhpenn ez eo en em savet eno ur strolladig mat a Vrezhonegerien : evit gwir,
daougementet e tlefe bezañ c'hoazh e Roazhon niver ar re hor skoazell. – E Kemper, e Douarnenez,
e bro-Gernev a-bezh, un toulladig a dud a zo o pleustriñ war hor yezh. - E bro-Leon, n'eo ket brav ar
stad : ra soñjo hol lennerien n' hon eus e Landernev nemet ur c'homananter, evel e Lesneven hag e
Montroulez : aze ez eus ur striv d' ober. - E kêrioù bras evel Brest, an Oriant, St-Brieg, ne vez ket
lennet kalz brezhoneg, anat eo. - Reoù 'zo a c'hello bezañ souezhet o welout ur gêriadenn evel
Boulvriag o kontañ 7 komananter : labour un den a galon eo en deus lakaet e vignoned da harpañ
ac'hanomp : ret e vije deomp kaout evel-se e pep korn-bro keneiler-- oc'h ober bruderezh hag o
vroudañ al lezireien.

PROFOU. - Degemeret hon eus ar profoù-mañ : A. Gwilhou, 100 lur ; A.-L. L., 270 ; It. Kemere-
Jaouen, 600 ; Dr Liberal, 100 ; Dim. A. Puillandu, 100; R. Chevalier, 300; R. Gelleg, 500 ; M. Ar
Berr, 100 ; R. Audic, 100 ; M. Rimpot, 100 ; dim. Martin, GO ; kdt. Kerhor, 100 ; J. Cormerais, 600
; F. Gwazdoue, 100 ; J. Pinault, 103; A. Gelleg, 100; A. Ar Fur, 600 ; Dim. Herve, 100; L. Bothorel,
50 ; Bouessel du Bourg, 100,. It. Jaffrès, 100 ; Dr Laurent, 150 ; A. Merser (brezhoneg ar Vugale),
100; R. Saout, 600; P. Ar Roue, 1000; Ab. Ducamp, 100; Ab. Klerg, 100.
Trugarekaat a reomp a greiz-kalon ar brofourieñ galonek.

NOTIT MAT ez eo kemmet chomlec'h Al Liamm - Tir Na n-Og : kas an arc'hant da : P. Le Bihan,
1, avenue Marceau, Trappes (Seine-et-Oise), C.C.P. Paris 5349-Go; adalek bremañ kas ar skridoù da
: René Huon 3, rue Louis-Pasteur, Landerneau_ (Finistère).
Roll ar Pennadoù

Bloavezh 1948 (Niv. 6-11)

Renkadur an oberourien hervez urzh al lizherenneg 11/3 a dalv kement ha niv. 11, paj. 3

ABHERRI
Evit ket ha netra 11/3
AR YEODET
Bloavezh mat: : 11/30
AR MASON ( Roperzh )
Hirvoud ar flagenn 6/28
Meurvor 7/23
Skeud ar rabin 9/51
Balzac
Ar Vretechenn Veur 9/34
BENEAD
Ar merc'hed e lennegezh Vreizh 7/44
Tri barzhoneq 10/31
BERNIER (Gweltaz)
Diwar-benn Kendalc'h Dulenn 1947 6/35
Prezegenn ar Senedour An Seabhac 6/37
BLOMARC'H (Herle)
Un tour kaer : Ploare 9/63
BOuRDELLES ( P. )
Ar chouanted diwezhañ • 8/73 tr.
Ar c'hleier (A. E. Poe ) 11/33
KERLANN
Bloavezh mat 6/27
Aerlinnte Eireann 6/48
Hengounioù Enez Vanav 6/52
« Thelin » bro zieub (1525-1843) 6/65
Ar gembreadez 7/9
E bro-Benmarc'h Sant-Wenole 7/64
Lina 8/8
Lan ha Liz ; 10/14
Galv da gement hini a lenn brezhoneg 10/65
tr.
Brosnachadh (Jord Campbell Hay) 6/32
Ar brezel diabarzh e 1922 ha goude (O. Mac Llilis ) 6/43
KERVELLA (Frañsez)
Reizhadennoù da Yezhadur Bras ar Brezhoneg 6/58
KERVERZIOU (G. B.)
Gouestl ha geulenn 6/31
Delioù bleuñv 8/20
Salve Regina 8/20
Ar stern-moulañ 8/21
Dor an nec'h 8/21°
tr.
Kad Mag Tured (krenniwerzhoneg) 6/21, 8/17, 11/13
KLERG
Anvoù-lec'hioù Breizh-Uhel 8/53
DENEZ (Per)
tr.
Skeud (Edgar A. Poe) 6/24
Ystrad Fflur (T. Gwynn Jones) 6/33
Sonedenn LXXI (Shakespeare) 6/34
The Story cf a Success (Padrig Mac Piarais) 6/38
DIZANV
Barzhaz bihan an ti-moulañ 8/22
Diwar ar germaneg 8/23
Ar paper timbr 8/45
Buhez Emsav Keltiek Breizh 8/72
Komzoù na badont ket 9/48
Menec'h an Enez-Glas 10/58
Emsav Keltiek Breizh 10/60'
tr.
Ar Rousalka (Pouchkin ) 7/32
Strollad Broadel Kembre hag ar broadoù keltiek hag arall 7/78
Ar c'houviad maen ( Pouchkin ) 8/25
Ar Vretechenn Veur ( Balzac ) 9/34
Ur mailh chaseour (Mayne Reid ) 9/48
Razheta ( Mayne-Reid ) 10/19
Ar bleiz hag ar seizh mennig ( Grimm ) 10/22
Un emgann e menezioù Amerika (Mayne Reid ) 11/24
ELIES ( Fañch )
Kell 5 6/7
An Aotrou Nann hag ar Gorriganez 7/25
Grit diouzh ma laran 10/11
Avel d'ar baotred 11/6
tr.
Mont d'ar Sû (Dik Trevan ) 6/15
Sion William ( D. T.) 7/18
Tom Huws o tont d'ar gêr (D. T.) 8/12
Ar barzh louet (D. T.) 9/28

EOSTIG SARZHAW
Kembreiz : ur galon, un ene 11/62

EVEN ( Arzel )
Teirannadur ar qevredigezh gant Indezeuropiz 10/50 tr.
Kad Mag Tured (krenn-iwerzhoneg) 6/21, 8/17, 11/13
Lealded eo va enor 11/37

GALBRUN ( Erwanez )
Ar gornandoned 9/22

GLANNDOUR ( Maodez )
Krennsonennoù 6/30
Fetis ha difetis 7/55
Kudenn ar brederouriezh kristen 8/39

GRUFFYDD. ( R. E.)
Urzh Goanag Kembre 6/53

Grimm
Ar bleiz hag ar seizh mennig 10/22

GUARDON (Y. V.)


An anv-lec'h « aber » e Breizh 6/62
GWIONVARC'H (Ch.)
Merzadurioù Flandrez 11/31
Ramzed Flandrez 11/32

Hay (jord Campbell)


Brosnachadh ••• 6/32

HEMON ( Roparz )
Geriadur Breizh 7/8
Kreskiñ hon niver, ur stourm nevez 8/5
Kelc'h Gwalarn : kelc'hlizher d'an izili 8/71
Ar stourm nevez 10/3
Tasmant ar vali 10/5
Kanenn evit deiz an Anaon 10/25
Roperzh Emmet 10/34

HUON (R. Y.)


Hañv- 7/31
tr.
Twmi (Hughes Williams) 7/13
Nedeleg (Kate Roberts ) 11/18

JEUSSET (T.)
Anvioù-lec'hioù Breizh-Uhel 8/56

Jones (T. Gwynn)


Ystrad Fflur 6/33

JOSIG (Melar)
Studiadenn un Amerikan diwar-benn anvioù-lec'hioù Breizh 10/67

LANGLEIZ
Bemdez an heol 11/36

LATIMIER (Andrev-L. )
Intrudu 6/5
Stourm 7/5

LE CLERC
Yezhadur Bras ar Brezhoneg 8/48

L. S.
Kudenn ar Brezhoneg 9/3

Mac Piarais (Padrig)


The Story of a Success 6/38

MAC UILIS (O.)


Ar brezel diabarzh e 1922 ha goude 6/43

Mayne Reid
Ur mailh chaseour 9/48
Razheta 10/19
Un emgann e menezioù Amerika 11/24

M. K.
Gerioù brezhonek bev 11/59
Tri ger brezhonek 11/60

MEAVENN (Fant R.) ,


Ar vamm 9/57

Poe (Edgard A.)


Skeud 6/24
Ar c'hleier 11/33

Pouchkin
Ar Rousalka 7/32
Ar c'houviad maen 8/25

PRADIG (R.)
Bro-Iwerzhon 1947 9/67
R.A.M.
Yezhadur bras F. Kervella hag ar Beurunvanidigezh 11/56

Roberts (Kate)
Nedeleg 11/18

RIOU (R.)
Krenn-lavarioù 11/39

SHAKESPEARE ,
Soñedenn LXXI 6/34

TOULHOET ( Yeun )
Un nebeut gerioù eus kornad-bro Douarnenez 6/64
Un torkad gerioù 8/64

Trevan (Dik)
Mont d' ar Sû 6/15
Sion William 7/18
Tom Huws o tont d'ar gêr 8/12
Ar barzh louet 9/28

TYMEN ( Erwan )
Treuzvevadur hag adc'hanidigezh ar brezhoneg en ur barrez c'halleger 7/88

Williams (Hughes)
Twmi 7/13

X. X.
Div varzhoneg 9/54

You might also like