You are on page 1of 155

1

SARWAR

— Boñjour deoc’h. Mont a ra ganeoc’h ?


— Mat ken-ken ha ganeoc’h ? Brav eo an amzer hiziv,
ne gav ket deoc’h ?
— Geo. Gwell evit dec’h. Ec’h an da douzañ ar geot ’at.
— Ha me da blantañ, da blantañ, da blantañ…. kaol.
C’hoant em boa da lâret « ur gontell ba’ da gein, kozh
flaper. »
N’on ket evit padout ken gant seurt komzoù toull. Ha
diglañvet eo ki ho nizez ? hag adlaket ilin goureontr ho
merc’h-kaer ? ha gniñ gnîn gniñ. N’on ket grignous nag
a-bell nag a-dost met un dra bennaket hirisus zo e-barzh
mouezh ha chistroù ar paotr-se. N’eo ket me a lâr, un
den sioul on dre natur.
Doue n’en deus ket roet ar c’homz (ar gomz ?) d’an dud
da varbotal a-hed an deiz, da c’hlaourasenniñ a-hed an
hentoù, da zislonkañ koñchoù born. Nann, ’vat, Doue,
Sarwar

pe forzh peseurt anv a laker, en deus roet ar c’homz


(gomz) deomp da zivizout asambles penaos emaomp o
vont da vevañ gwell war an tamm douar-mañ.
Flapiñ. Remerket ho peus penaos e vez bravaet an holl
istorioù ? Diouzh ar red n’eus ket remed. Ha diouzh ar
rederez n’eus ket remederez. Eeun hag aes eo ar
wirionez : an dud ne vevont ket o buhez. Flapiñ. Ne
reont ken ’met empentiñ buhez ar re all ha seul vui a
vunudoù rikamanet, seul vui e sacher evezh ar
selaouerien ne c’houlennont ken met hunvreal.
Me me me.
Me ne gaozean ket eus buhez ar re all. N’on ket
dedennet gante. Ganin hepken. E-giz tout an dud met
me n’em eus ket mezh oc’h embann war ar groaz ne ran
ket foutre-kaer gant ar pezh a soñjer diwar ma fenn
kalet. Ha setu egile o flapiñ en-dro :
— Plantañ kaol met n’eo ket ar c’houlz vat eus ar bloaz.
— Geo ’vat, penn leue. Kaol-goañv emaon o vont da
lakat er jardrin etre ur regennad bili gwenn hag ur
regennad brikennoù ruz e-giz-se ’vo glas, gwenn ha ruz,
banniel Italia pe Frañs. N’ho poa ket soñjet e-barzh se,
amezeg diboell, hañ ? Na soñjit nemet e daou liv, gwenn
ha du, e-giz ra an teleioù kozh hag ar pennoù Breizh
Atav. Pegen trist ar vuhez ! Kerzhit war-raok. Krogit e-
barzh ho puhez, den ne ray ket en ho plas ! Ya. Kaol
glas. Ne blij ket deoc’h, penn imbisil ?
— Evit gwir, ne vern ket din. Chalet on muioc’h gant ho
kunujennoù. Kanañ a rit pouilh din evit un netraig. Ha
meritañ se, n’em eus ket graet.

2
SARWAR

— Na me n’em eus ket meritet un amezeg o klemmichat


evit un disterdra ha koulskoude oc’h bet bountet
warnon. Sevel a ran a-eneb ma flanedenn ? Ne ran ket.
M’emañ brein ma c’harma, ne lakan ket ma amezeien
pennkaoz da gement-se.
— Hum. Ne dapan ket kompren met ne ra forzh. Kaol-
goañv zo da serrezh diouzh ar goañv. Ne vezont ket
plantet diouzh ar goañv.
— Ah ! Biskoazh kement all ! Pich ar dremedal o
risignal ! Soñjit ’ta ! Nag ar pesked Ebrel ? Pegoulz vez
plantet ar pesked Ebrel ouzh kein an dud ? E miz
Genver ? E miz Foenn ? Ne vezont ket. E miz Ebrel. An
holl a oar an dra-se. Memes tra gant kaol-goañv. Peseurt
soubenn zo e-barzh ho kokenn pa ne zeuit ket a-benn da
intent seurt traoù ?
— Grit ar pezh a c’hoarzh ouzhoc’h met na zeuit ket da
glemm. Lâret am bo deoc’h. Pegen iskis gwelet un den
diwar ar maez o plantañ kaol-goañv diouzh ar goañv.
— Sur-mat ! Ur paotr diwar ar maez on-me. Ha n’eo ket
diwar ar vezh evel tud a anavan mat hag a oa o zonton
kozh o kenlabourat gant an Nazied pevar-ugent vloaz
zo.
— Chom da lâret, skribiton ! Petra ri ! Disoc’h eo an
traoù kozh ha n’eo ket dre ma faot ma zo tud em familh
o deus kenlabouret gant an Alamanted evit chom bev.
— Nann ’vat. Chom bev zo en tu-mañ d’ar gont.
Brasaet eo ho pern teil gant arc’hant lous. Ha gante ho
peus prenet an hanter eus ar barroz, diouzh ar ster betek
Koad an Nay, prenet un titl a noblañs ha faltaziet
hendadoù tri mil brudet da vare ar c’hroaziadegoù.

3
Sarwar

Padal oa bet fuzuilhet ma zad-kozh d’an oad a ugent


vloaz diwar flaterezh un den eus ar vro.
— Ne lârit ket eo marvet Jañ Skrabidoul a-gaoz da deod
binimus ma mamm-gozh ?
— N’eo ket me, c’hwi a lâr. N’em mize ket lâret
gwelloc’h.Teod binimus ho mamm-gozh.
— Gwell ganin aretiñ amañ, Sarwar. C’hwi eo an hini
en deus un teod lemm. N’on ket evidoc’h war an
disputoù. Plantit kaol, plantit pesked met na vomisit ket
war ma familh. Emsavoc’h vefe deoc’h. Peoc’h war an
traoù kozh a lâran deoc’h.
— Ya ’vat. E penn ar vro abaoe pevar-ugent vloaz ha
rebech ebet dindan boan a varv, se an hini eo ?
— Mont a rit re bell evel bepred. Ne vez ket lazhet mui
an dud amañ. E-barzh ho pro ’vat…
— Breizhad on eveldoc’h ma n’on ket muioc’h. Amañ
emañ ma c’halon c’hoazh.
— Ya, ya, evel-just. Advabet gant ur paour kaezh den
abuzet a faote dezhañ reiñ an aluzenn d’un den
ampichet. Paperajoù nevez-flimm-flamm war anv ar
Republik ne dalvont ket e c’hallit yudal gant chas ar
vro. Ur bleiz du oc’h, setu ma soñj. C’hwi zo teñval ho
kroc’hen, bras ho peg hag ur relijion estren a red e-
barzh ho kwazhied. C’hwi zo gall ? Gal kentoc’h. Bern
gal !
— Ken mat (Kenkoulz ?)eo ma brezhoneg evel ho hini,
ho kozh kaozioù a dapan kompren. Me c’hall mont e
breskenn, anzav a ran, strafuihet e vezan gant bernioù
traoù, met ul loen fall betek kreizon ma ene n’on ket.

4
SARWAR

Kenavo, Ronan, kenavo Aotroù Maer. A-benn fenoz,


c’hwec’h eur er c’hoñseil.
— Er c’huzul, Sarwar, er c’huzul. Deskit mat hor yezh
hag e viot arru gwelloc’h d’an dud er vro, Sarwar. A-
hent-all, an dud a lako ac’hanout Star War pe Sac’h
Houarn. Ezkuzit ac’hanon, se ra din c’hoarzhin. Dark
Vador e sac’h houarn ! Lâret a rin an dra-se da ma
c’hoñseilherien bremañ deeun.
— Ya, a-benn fenoz, Aotroù Duk, a-benn fenoz er
c’huzul.

Bremañ deeun : e meur a lec’h e vez lakaet un d evit


miret ouzh ur hiatus : bremañ deeun (KU), etre d eñ hag
ar re all (Botoha), «setu amañ unan» > tama d eun e Pgt,
ha lakaet e vez d dirak vogalennoù zo : d eo ! Ha d
eomp !

5
2
AR C’HCADA

Evel lâr an nen amañ-giz-mañ, ne vefen ket gwerzhet e


brezhoneg. Ne gomprenan ket gwall vat a-gaozenn da
betra e vefe ret gwerzhañ ac’hanon. Diouzh am eus
gwelet, ar Frañsizien ne werzhont ket an dud, memes an
estrañjourien. Skarzhañ a reont anezhe digoust.
Arru on e ru Thiers, dirak ar C’hada, un anv brav a sinifi
Kreizenn Degemer ar gKlaskerien Repu. Pell chikoc’h e
galleg evit e brezhoneg. KDKR a son vil a gav din. Met
piv a ra foutre kaer diouzh peseurt mod e son an anv
CADA diouzh ma skouarn, evit gwir ?
Mallozh ’tou ! Abaoe c’hwec’h miz, ne soñj ket din zo
bet ur sizhunvezh hep mont di (ma c’h afen di ?).
Emañ an nor o wigourat. Darn a lak ur sonetenn skrijus
pe ur jingle kazus da glevet. Nann, pas amañ. Amañ
emañ an nor o wigourat dousig evel pa vefe ur bugel
nevez da zont war an tamm douar patatez-mañ. Ha me
an amiegez galvet noz-ha-deiz da reiñ an dorn d’an
danvez mammoù. Aliez ec’h a ar gwilioud a-dreuz. Hir,
skuizhuz ha mil a c’h a d’ober kant. E gerioù sklaer, ne

7
vez ket roet paperajoù d’an dud a zeu eus Afrika pe eus
Azia.
N’eo ket me a choaz hag-eñ vo roet ur babig kuilh, ur
gartenn-sejour dek vloaz pe ur skribiton ganet-marv.
Ya, heñvel eo kas ur goulenn bod ouzh dougen ur
babig. Ha c’hoazh dougen ur babig ne bad ken ’met nav
miz. Ur farsite.
— Salud deoc’h, Sarwar. Hiraezh ho peus deomp ?
— Boñjour, Izabel. Hiraezh, petra eo se ?
— Ya, n’ouzoc’h ket petra d’ober setu oc’h deuet da
lâret boñjour deomp.
Laket he deus ur biz war he genoù din da chom peoc’h
tra m’emañ o leuskel ur mesaj pellgomz.
Gant Izabel, ni yelo pell. Betek pelec’h ? Den ne oar ha
gwell-a-se. Ur vaouez jentil an hini eo a zispleg din ar
gerioù ne ouian ket, ha pa vefent gallek pe brezhonek.
Evit gwir on degouezhet e Frañs dre ne ouian ket
peseurt burzhud en ur vilajenn e-kreiz ar vro, koadeier
derv ha faou war ma zro. Ne tae ken met brezhoneg gant
ar re o doa roet bod ha boued din en o loñjeris dizro,
dianket en un hent-dall. Hum. Paour-razh ne oant ket
marteze, met paour-logod da nebeutañ kar ar leur-zi oa
douar-tout. An nen a lârfe la kourtoù Rolland-Garros
ivez zo douar-pri ha ne sinifi ket emañ ar gourfenn evit
ar paour kaezh treu. Nann ’vat ! Met ba’ Kerbiriou ne
deue ken met brezhoneg gant an dud ken em eus kredet,
alori ac’hanon, e ouie an holl Vretoned en em choaz e
brezhoneg. Ha ha ha ! Un Afghan divroet hag advabet a
oar gwelloc’h brezhoneg e-korf dek miz evit na ra an
nav dekvedenn eus ar Vretoned. . Kasit i tout da

8
SARWAR

Gerbirioù hag a-benn dek vloaz amañ e vo


advrezhonekaet tout ar chedoù broc’hed hag an
terouerioù lern eus Gwaien betek Sant-Malo. ’Fin, n’eo
ket ma zres. Geo, brezhonegañ a blij din evel gallegañ
pe pachtouniñ pe …… pe saoznegañ. Ar yezhoù ne
servijont ken met d’en em gompren, greont ? N’eo ket
fall dija met ne sovont ket an dud etre (a-dre ?)
krabanoù an Dalibaned, siwazh dezhe.
— Ya, boñjour deoc’h, Izabel. Deuet on da welet
Solyman kar hervez kont, emañ da guitaat ar c’hCADA.
— Re wir eo. Nac’het eo bet e amoug…
— Amoug ? Nardin ?
— E amoug ! E rekour, e brezhoneg bemdez. Dirak ar
CNDA. Conseil National des Demandeurs d’Asile. Ar
rekour diwezhañ ma’h eo bet nac’het an aotre kentañ ?
gant an OFPRA, an Ofis Français de Protectiondes des
Réfugiés et des Apatrides, kenkoulz lâret yaouankizoù
dizesk gopret gant Minister an Diabarzh. Eno, er CNDA
zo barnerien a-vicher ha n’eo ket stajidi stummet fall.
Dindan miz e ranko kuitaat ar vro pe da nebeutañ mont
alemañ. Tout an traoù-se a ouiez a-walc’h. Ne ouiez ket
da belec’h e c’hallfe mont ?
— Eizhteiz zo, Izabel, ho peus goulennet ganin evit un
paotr eus ar C’hongo, pemzetez zo evit ur vaouez eus an
Nijeria, teir sizhun zo evit…
— Gwir met n’hor beus ket diskoulm ebet. E c’hallfe
mont du-se da c’hortoz, marteze ?
—Ha perak pas du-se kement hag ober?
— N’ouzon ket pachtouneg ha gwashoc’h c’hoazh
n’ouzon seurt ebet diouzh ho kultur. Hag ur gwaz

9
Ar C’hCADA

yaouank degaset d’he zi gant ur plac’h dimezet, se vefe


permetet gant ho relijion ?
— ’Vefe ket. E-barzh ur studio emaon o chom, ugent
metr karrez ennañ hag un den all am eus propozet
dezhañ ma eil gwele, paneve se oa-eñ war ar pavez. Ne
ouian ket evit ho toue met Allah ne bermeta ket seurt
traoù. Pep hini en deus droed da vevañ dindan un doenn
ha da derriñ e naon.
— Mat, mat, mat. N’omp ket Arme ar Salud ha ne
c’hallomp ket sikour tout an dud, siwazh deomp. N’ho
peus ken met lâret dezhañ war-eeun, Sarwar. Aze emañ,
a-dreñv deoc’h.
Emañ Izabel o vousc’hoarzhin ouzhin leun he genoù.
Me ’avat zo kammet ma beg outi. Aezet ken ha ken bout
skañv pa vez douget ar boan gant ar re all. N’an ket da
leuskel ur vro din e-barzh al lagenn forzh piv bennak
vefe. Ur paotr eus ar memes keriadenn ganin e-tal
Jalālābād e reter ar vro.
— Salaam Aleikhoum, Solyman. Doue d’ho sikouro, te
ha da familh.
— Aleikhoum, Salaam, Sarwar. Emañ ma zraoù ganin
e-barzh ar sac’h-mañ. Mersi dit. Izabel he deus telefonet
da lâret din emaout o vont da reiñ un ti din. Bennozh
Doue dit.
— N’eus ket plas ken, du-mañ. Emaon o vont da reiñ ur
guchennad arc’hant dit ma c’halli prenañ boued pa vi er-
maez. Ha komz a rin diouzhit e ti Big Heart, lec’h
’m’emaon o labourat ken kaz e vefe labour gante. Atav
vez afer da gaout tud solud da zispenn ar saout ha da gas
ar c’harteladoù kig d’ar groug (e-pign deus ar c’hrog ?).

10
SARWAR

En em glevet a ran mat gant tout an dud ha gant ar


pennoù bras ivez. Da c’hortoz un emgav gante, setu
niverenn an Itron Le Nère a ra war-dro ar gumuniezh
Kanevedenn, evit an dud a bep seurt liv, a bep seurt
kredenn, a glask bod ha n’eus ket bet tapet ur gartenn-
sejour gante, ur gartenn chom evel lâr Izabel.
— Petra ! Sarwar ! Ne c’hallan ket dont da gousket du-
se ? Ur paotr eus Jalālābād ! Anaout a ran da vamm-
gozh, da gendirvi a-berzh tad ha ne c’hallan ket dont da
gousket du-se ?
— Solyman, na rez ket bil. Evit c’hoazh emaon o vont
da glask ur bromesi-labour digant Big Heart evit sikour
ac’hanout da gaout da baperioù. Ha kerzh da gaout
Sklêrijenn Le Nère. Honnez a sikouro ac’hanout diouzh
he gwashañ. Goût a ra bernioù traoù war an doserioù da
gargañ, penaos en em zifenn, piv da welet evit kaout
goudor. Ha tap an arc’hant-mañ. Geo, geo. Lak anezhe
a-gostez evit pa vo kaletoc’h ar vuhez. Gra kement tra a
lâran dit hag e vo brav dit. M’en asur dit hag en em
welet a raimp a-benn eizhteiz.
Emañ o parañ e selloù du ouzhin. Ma ne vefe ket un den
eus Jalālābād e santfen ba’nañ danvez un den drouk ha
mechant. Re bonner a-wezhioù ar bec’h a zougan war
ma c’hein ken e teuan un tammig parano.
Ha n’eo ket echu an devezh. Sa’g ar polis, bremañ !
Notenn : ur c’hartel = ur c’hard eus un dra troc’het pe
dispennet (ul loen)
Ur c’hartouron = ur c’hard eus ul lur

11
3
FAÑFAN AN TU-LIP

Plijadur zo atav e ti paotred Mari Robin. Pismigourien a


lâro din « Plijadur vez atav ha n’eo ket plijadur zo
atav » hag e lârin dezhe « A-hed ar wezh, n’eus ket bet
ur wezh ma n’em eus ket bet a blijadur ba’r
c’homiserdi. »
— Oraz mo nekmrgha, tudoù ! N’eo ket arabeg, na
dapit ket krog e-barzh levr ar pellgomz evit skeiñ
ganin !
— Penaos eo, penn glaouig ? Difachet out ? Ur tamm
kig moc’h a yay ganit hiziv ?
Emaint daou. Forzh peseurt mod e anavan an holl
implijidi. Fañch Le Doze, Fañfañ an Tu-lip a lâran-me
gant an tasadoù dour rozmari a ya gantañ eus tarzh an
deiz betek serr noz. Un c’henderv a-berzh mamm d’an
amezeg du-mañ, Ronan. Met Fañch n’emañ ket evit
pakañ e bilpouz a genderv ha gant se ’m boa bet joa
outañ diwar ar c’hentañ gwel.
— Ac’hanta, avu melen ! emezon-me. Ma ’tize ket
abuzet eus ar gwin a-bentoniadoù hag eus ar c’hig sall

13
ne rankfez ket kargañ da doull gant dour tomm, hudu an
deiz, paotr paour !
— Ya, Oraz mo nekmrgha dit, mat ’meus distripet en
dro-mañ, ’gav ket dit ?
— Pas re fall, gwashoc’h zo, gwir eo. Me da gar betek
da c’har met lâr din bremañ a-gaozenn da berak ’teus
goulennet ganin dont du-se ?
Fourret en deus dindan ma daoulagad poltred un den
yaouankikoc’h evidon. Daoulagad du evel toull revr ur
c’hoz eme ar poliser. Gant ar re-se emañ an holl draoù
du evel toull revr ur c’hoz. Iskis eo ar skeudenn,
empentet moarvat gant ur mestr-stummer e penngarter
ar polis, c’hwiled zo eno ’at. Kroc’hen rous, blev du-
bran. Dremm ur muntrer, ya. Met piv n’emañ ket dremm
ur muntrer warnañ gant kalite ar paper revr ha goulou
fin ar bed a zo war fotoioù ar polis broadel ?
Leuskel a ran an amzer da dremen hebioù. Kar pa’m bo
bet respontet e ouian awalc’h ne vo ket fin d’ar
goulennoù.
— Neuze, Sarwar ? Ya pe pas ? Anaout a rez ar paotr-
mañ ?
— Un tammig.
— Ur c’hamalad dit ? Petra zo a-dreuz pa ne zeu ket na
bu na ba ganit ?
— A-gaozenn da berak seurt goulennoù ? Un dra
bennaket en deus laeret pe lâret ?
— Na chomez ket war da gement-all, paotr ! Ne oar ket
galleg na brezhoneg. Estrañjoureg a gaoza a-dra-sur. Ha
te oar estrañjoureg ivez, neuze oa deuet da soñj din —

14
SARWAR

kar n’on ket ur paotr sot — e c’hallfez treiñ e bozioù


marteze ?
— Hum. Espres-kaer ’rez, Fañfañ ? Dismegañsus eo
ober estrañjoureg eus tout ar yezhoù ne ouiez ket ! Hag
Allah a ouia a-walc’h emaint niverus, ar yezhoù ne
ouiez ket.
— Hama ? N’ouzon ket ur poz saozneg met « Alf a
païnt, pliz ! » ha ne ran ket estrañjoureg eus ar saozneg.
An estrañjoureg eo ar yezh a-bell preget gant tud
n’emaint ket e-giz-deomp, tud e-gizdout, resped dit,
Sarwar, gant ur relijion all ha boued disheñvel. E-giz-se
’mañ kont, aon ’beus muioc’h rak an dud du pe rous o
c’hroc’hen. N’eo ket sklaer al livioù teñval, ma faotr. A-
gaoz d’an Islamisted, n’eo ket dre da faot, met petra
’ri ?
— Petra ’rin ? Netra tout ebet. Met lak ar c’houblad
Staline-Hitler pe hudu an deiz Poutine-Trump ha setu ur
c’hozh daouad a dud gwenn o c’hroc’hen, eveldoc’h, ha
nag a zistruj gante evit afer-se ! Peadra da fumiñ, klevet
betisoù ar seurt-se ! Aet on ba’n avel, Fañfañ, ma ’teus
ken met kozh kaozioù da zibuniñ din ! Rasisted ar
pemdez setu ar pezh oc’h deuet-holl dre forzh fokalizo
war an disheñlvederioù !
— Dont a ri memes tra war ma sikour, Sarwar, rak
klevet ’meus gant ma zitourer e vez da gamalad o
werzhañ butun drol dirak an ti-gar.
— ’Rin ket.
— Ne zeui ket war ma sikour ?

15
Fañfan an Tu-lip

— Nann, n’eo ket kamalad din. Ha ya. Dont a rin da


sikour ac’hanout ha da sikour anezhañ surtout. Ne ouife
ket en em choaz e-gunan.
— Hep goulenn an disterañ gwenneg ? Rak goût a rez a-
walc’h gant ar melestradur, e vefe dav din goulenn un
aotre ispisial digant tud ar prefeti hag ouzhpenn emañ
skort ar moneiz ganeomp.
— Ya, digoust ha laouen on sañset da labourat evel kiz
ha kustum. N’on ket eus Afrika, n’on ket sklav deoc’h.
Studiet ’meus ho istor. An Afghaned n’int ket bet
trevadennet evel tud ar Maghreb. Setu e tlefen tapout un
tamm gopr diganeoc’h evit ma labour, ne soñj ket
deoc’h ?
— Mat. Devezh mat ha deus war da giz pa gari. Deuet
mat vi atav. Ur paotr mat out e-giz hor befe afer da
gaout div wezh kement-all anezhe. Kenavo penn
glaouig ! Goût a ran a-walc’h emaout o vont da c’hounit
da damm kreun bremañ. Gwell-a-se. E-giz-se ’to ket
afer da c’houlenn arc’hant ar Stad diganeomp, paeet
gant gwir Frañsizien. Opala ! N’eo ken met ur
farsadenn. Ar pezh a vanka ar muiañ d’an estrañjourien
eo skiant ar fiant, (fiziañs ?) ’gava din, er c’homiserdioù
surtout. Drol eo memestra…

Notenn : fiant ?

16
4
BIG HEART

Ya ’vat ! Dont war sikour ar polis da dreiñ pozioù ma


c’henvroiz zo ul labour digoust. Padal zo bernioù tud a
vez paeet evit ober kordenn a-dreñv o burev. Kerzh da
gompren ! Ar Frañs zo ur vro digomprenus din, a rankan
anzav. Ur vro binvidik eo ha koulskoude n’eus ken met
retretidi ha tud a-youl-vat evit kas lod-kaer a
gevredigezhioù en-dro kar n’eus ket ur gwenneg toull da
lakaat e-barzh deskiñ galleg d’an estrañjourien, kavout
bod ha boued dezhe. « Bro gwirioù Mab-Den », hervez
kont, ne ouian ket peseurt ajañs brudañ he deus ijinet ar
sturienn-se.
N’on ket feneant. E-barzh ar stal Big Heart, an dud n’int
ket feneant a vez paeet gant al loa-bod. Seitek kant euro
ha ma vec’h kontant da labourat ouzhpenn, Sadorn Sul
Ouel, e c’hallit sevel da dri mil euro ar miz. Pas evit
ober forzh petra, nann ! Lazho, diskroc’henno,
digoublo, digigo. Hopala, lazhañ, diskroc’hennañ,
digoublañ, digigañ? An Itron Cadiou he deus lâret din e
zleen kiañ da breg brezhoneg ha galleg e-giz faota. Start
din, konto a ran evel ma ta ta, evel an dud ’meus joa
17
oute, pas evel ur geriadur. Honnezh diwezhañ he deus
lâret din ne oa ket memes tra mod e brezhoneg,
gwashoc’h memes kar an dud a glask pouilh dit evit un
netraig, reoù - ar re gozh- peogwir ne gontez ket mod ar
vro, aksant ha framm, ha neuze n’eo ket memes
brezhoneg, reoù all - ar re yaouank - peogwir ne
gomprenant ket ar gerioù galleg brezhonekaet nag an
taol-mouezh kozh emeze, da lâret eo an taol-mouezh
brezhonek. « N’aïan keut ’dimaro ’n trakteur » vefe ket
brezhoneg diouzh a lâront. Kaer ’meus lâret dezhe veze
distripet ar pozioù evel-se e brezhoneg du-mañ, e toull
revr ar Frañs da lâret eo e empenn Breizh, e torront ma
revr ha ma fenn gant o flaperezh diboell. N’eo ket un
Afghan advabet a ’h a da desko brezhoneg mat d’ar
rummadoù yaouank, gray ?
Emañ Big Heart an embregerezh brasañ e Kemperle, a-
gleiz er c’hentañ kroazhent-tro pa ta 1 an nen eus an
Oriant gant an hent doubl, paraviz d’an uzin Felix. An
teodoù fall a vez en o seizh plijadur war ‘n ugent pa
lâront e vez kaset ar c’hig fall nac’het gant Felix d’ar
stalioù Mac Donald. An Itron Maïchan Cadiou a lâr
n’emañ ket ba’ tro-spered ar Gelted divleupañ o
c’henseurted met n’on ket sur ’at emañ kelted an dud e
penn Mac Donald hudu an deiz.

1 pa ta = pa zeu. Pardonit ur paour kaezh treu nevez-desket a skriva evel a


gonta. Klasket ’meus standardizo par ma c’hallen. « Ret eo purifio al langaj
brezhoneg » evel vez lâret.

18
SARWAR

Bemdez e tan ur c’hard eur en araok evit cheñch dilhad,


evit lakat ma bleu. An Itron Cadiou a c’hoarzhe leun he
genoù en deiz all p’he doa goulennet ganin hag-eñ oa
bet kollet ma hini glas ganin. Ar c’hoari ger etre bleu ha
glas moarvat met n’em eus ket kredet sevel ma fri. Ba
du-mañ e Djalalabah ne vez ket kaozeet eus an traoù
hudur, pas etre paotred ha merc’hed atav, an nez gant al
laou, an traoù gant an traoù hag e-giz-se vez brav.
Goût a ran lazhañ al loened abaoe ‘m eus daouzek
vloaz. En Afghanistan e reen se ingal gant ma zad goude
ar skol. Hennezh oa kelenner diouzh ar beure met ne oa
ket e-soñj da fritañ laou war billig ar baourentez neuze
forset-mat da labourat goude merenn hag aet da giger
betek an abardaez-noz. Pa welan tud varrek na reont ket
ur siseurt gant o daouarn hag a chom da lugudenniñ a-
hed an deiz, amañ e Breizh, ne gomprenan ket. Ken
Frañsizien ken estrañjourien tapet paperioù gante. Ne
lazhan ket loened amañ. Moc’h ne vefen ket evit ober.
Haram int, disakr. Met forzh penaos, ma labour-me
amañ zo resis ken eo resis, diskrogañ ha dispentañ ar
c’harterioù kig prim ha prim, gant ma c’hontell da
zispartiañ kig diouzh eskern.
En em glevet a ran mat gant tout an dud er skipailh,
François, René, Ali, Vlad, Abdel, Mohammed. Pennoù
gall pe breton n’eus ket kalz dioute nemet er burevioù
kar skuizhus-mat al labour. Ul lazh-korf evit lâret ar
wirionez. An daou den diwezhañ ambochet da zont da
labourat ganin zo aet ba’n avel dindan tri devezh en ur
ouelañ dourek. Ma ’teus ket graet en bihan ne vi ket evit
pado gant ar boan. Vlad zo ur Roumaniad ne gustuma

19
Big Heart

ket konto pa n’en devez tra da lâret. Skopo a ra war al


leur bep tañs ha tañs ha ne zehana ket d’ober nemet pa
gleva trouz gant ar c’hontremestr François a soñja
dezhañ n’eo ket brav dirampañ er c’hlaourasenn
dreistholl e-barzh ul labouradeg lazhañ loened. Ur paotr
mat eo François-se. Ma ’mize diazamantoù e teufe da
denno ac’hanon er-maez. Perak ’em befe diaezamantoù
gant tud ken hegarat an eil ouzh egile ?

— Sarwar, ma mignon, eme François. C’hoant az peus


da c’hounit muioc’h a arc’hant en dibenn-sizhun rak
emañ Pask o tostaat ha kig-oan zo da fardañ diouzh an
druilh ? Disadorn ? Disul e c’hallfes chom ? Paeet vo
div wezh kement all.
— François, lâr din ’teus afer deuzhin hag e teuin
kerkent / hag on prest da zont. E-giz-se emañ kont etre
an dud ba’ ma bro. N’eo ket un afer arc’hant, goût a rez.
— Disadorn ha disul neuze, an daou ?
— Ya, met lâr da ma fatron e tlefe lakaat lunedoù pe
cheñch kaier, ne c’houl ket paeañ tout ma eurioù !
Ya, François zo e penn al linenn hag o labourat e ti Big
Heart. Met me zo o labourat evit Euroviandes, ur stal
gig etredaou, un ajañs diñterim (e brezhoneg ma bro)
hag ul lodenn eus ma arc’hant a chom sac’het gante.
N’on ket paotr an arc’hant met gant ar pezh am eus
c’hoant da lakaat war-sav em eus afer da gaout un
tregont mil euro bennaket. Sevel ur gellig terroristed ?
Ober war-dro trafik an opiom a c’hallfen degas eus an

20
SARWAR

Afghanistan, kuzhet e toull revr an deñved ? N’eo ket


sot met n’eo ket se.
— Ya, Sarwar, ober a rin ma seizh posubl war’n ugent
evit ma tapi da argant digantañ. Te zo ur c’hi labour ha
ne’m eus ket c’hoant da goll tud a-seurt ganit.
— Hama ! Ma vefen ket ur c’hi-labour evel a rez
deuzhin, ne lârfes tra ebet d’ar patron ?
— Sach war al labour e-lec’h soñjal. N’out ket mat da
labourat gant da benn, istrogell.
Istrogell emezañ. Dispenn a ran betek dek tonenn
deleatur gig bemdez. Dek mil kilo ! Chom da lâret !
Kement a labour a ya ganin evel gant daou benn gall
ampart. N’on-me ket ur chuchuenn. Dous evel un oan
eme lod ha koll an norzh ne ran ket morse.
— Nann, chef François, n’on ket mat da soñjal gant ma
fenn, gwell on gant ma daouarn. Ha just-awalc’h zo
deuet ur vro din n’eus ket pell hag emañ o klask labour.
— An holl gamaladed dit ’meus embochet amañ zo bet
efedus ken ha ken, kreñv evel marmuled.
— Ur vro din eo ar paotr-se met n’anavan ket anezhañ
mat.
— Mat, Sarwar. Ma ’tije evet gwin, ’m bije profet dit (?)
ur voutailhad gwin mat.
— Ya ha peogwir ec’h evañ dour, ne roi netra tout,
François. Labour zo. Ken ar c’hentañ tro.
Pilpous eo an dud amañ. Pas an holl, nann, met mil boan
o devez o tispako an traoù aes ha fraezh. N’eo ket ba’
du-mañ vefe bet graet e-mod-se. Tud fallakr oa er vro
kat da lazho da chatal e-kerz an noz, d’ampoezono an
dour pe da zispenn izili da familh er voskeenn. Ya ’hat

21
Big Heart

met ne gavent ket digarezioù toull. An enebourien en em


ziskoueze a-wel d’an holl. Setu keusteurenn giz ma bro.

Notenn : pezh am eus klevet eo tañs-ha-tañs, hep tamm


bep.

22
5
AN DALIBANED I

E-barzh Kemperle emañ Sarwar o chom. Abaoe pegeit


amzer bremañ ? N’eo ket intanet gant ar gêr-se, heuget
n’eo ket kennebeut all. Evit mont war droad d’an uzinoù
Big-heart, e vez ur c’’hardeur kreñv, a-rampadoù bras.
Big-Heart !
Fentus ar c’hiz nevez da lakat saozneg e pep lec’h betek
en anv al lazhtioù. N’eo ket evit ar re ampichet labourat
eno. Lazhañ moc’h, saout, kezeg zoken. Ne vefen ket
kat d’ober se. Diouzh klevet eo ar c’hezeg ar skrijusañ.
Ar re-se a sell ouzhit e-kreizig-kreiz da zaoulagad pa
daolont o c’hwirinadenn diwezhañ tra m’emaout o
lazhañ anezhe. Mont da gaout digoust medisin ar spered
zo (vez ?) kinniget d’an holl lazherien moc’h ha saout,
d’al lazherien kezeg avat e vez bountet warne.
C’hwez ar butun marmouz a grog em fronelloù p’emaon
o sevel er viñs betek an estaj kentañ. N’eo ket Sarwar
eo. Hag ouzhpenn ar c’hwezh zo, paket on e
mogedennoù butun drol war-neuñv a-us d’an diri. E
amezeg, ur paotr gwenn anezhañ koulskoude, e amezeg
neuze zo dealer hag o tañva e varc’hadourezh pa
23
n’emañ ket o labourat, evel kustum etre div eur diouzh
ar mintin hag eizh eur noz.
Lopañ a ran war an nor ha me e-barzh. Pell zo ne
c’hortozan ket ken ar respont da zont tre. Eizh emaint
hiriv. Gwezh ebet n’arruan ket da dapout anezhañ penn-
ouzh-penn. E-giz-se emañ ar paotr, digor e galon.
Cohb 6h29. Dhobr 13h19. ’Açr 16h29. Maghrib 18h56.
’Isha 19h57. N’eo ket ul langaj kuzh met skramm ma
fellgomz-godell. Evel eurioù al lanv hag an tre e
cheñchont diouzh al lec’h ha diouzh an deiz. Eur ar
pedennoù. M’am bije gouiet, em bije gortozet ul lajadig.
N’eo ket sklaer din c’hoazh hag-eñ e c’hell ur vaouez
dont tre e-kerz ar pedennoù sakr. Sarwar a lâr din
bewech ne vern ket, ar c’hredennoù zo traoù personel ha
pep hini zo libr da bediñ el lec’h a gar. Ya ! Met petra
’soñj ar re all ?
Lakat a ran war an daol ar wastell chokolad ’meus
fardet tuchantig. Emañ o tivogediñ evel pa vefemp er
skalier c’hoazh. Ar memes c’hwezh n’eo ket ’at. Gortoz
a ran Sarwar da gemer ar gaoz. Evit gwir, ne ouian ket
tamm penaos rafe ur vaouez a-oad ganin e seurt
degouezhioù en e vro. Amañ on mamm dezhañ. Diouzh
boaz, en e vro, ar merc’hed dimezet hag eurejet ne
welont ket ar baotred nemet o gwaz ha tud o familh. E-
giz-se mañ. Gwashoc’h evit ba’ du-mañ ma vez sellet
ouzh filmoù porno adalek eizh vloaz ? « Etre re ha re
nebeut emañ ar muzul just » veze skrivet ouzh
boutailhoù Korev ur c’houlz zo bet. Koulz ar C’horev
n’eo ket. Emañ Sarwar o tiskenn ur banne te glas diwar
kardamom. Un drugar.

24
SARWAR

— Salam Itron Maïchan.


— Salam Sarwar. Na ped gwezh war’n ugent ’meus
lâret dit mont dre te, pas dre c’hwi ? Ha n’on ket un
Itron.
— Ur merk a zoujañs, Itron Maïchan. Ur gatevenn ho
po ?
— Ya laouen. Pet eurvezh out bet o labourat er miz
tremenet ?
— Daou c’hant hag al lañs. N’eo ket fall, petra ’soñj
ganeoc’h, Itron Maïchan ?
— Nann ’vat. Yaouank out c’hoazh met pa vi koshoc’h
’to kerse war fall. Da gein a bak. Paeet o deus an
eurvezhioù ouzphenn en dro-se ?
— Poaniañ a ran evit se. Ar patron a zisoñja lakat tout
an eurvezhioù a-gaoz d’ur bug ba’r programm merañ
hervez kont.
— Hag atav diwar da goust, evel-just ?
— Ya, kar diaes eo lakat an eurioù ouzphenn e-barzh,
hervez kont.
— Hervez kont, hervez kont.
— Na fumit ket, Intron Maïchan, en em denn’ a rin ma-
unan diouzh an toull trap-se.
— Ha da familh du-se ? Amzer ’teus da dapout keleier
gant tout an traoù a rez evit an dud amañ ? Ha da zent,
graet ’teus war o zro ? Ha da gentelioù oto ?
Diouzh ’meus komprenet gantañ, e chom hegarat
Afghaniz ha pa ve ur bec’h ponner-abominabl war o
chouk. Ur vousklenn, ur strakadenn deod ha raktal e teu
dezhe o fas mousc’hoarzhus en-dro.

25
An Dalibaned I

— Sarwar, pa strakez da deod, e ouian a-walc’h ne ya


ket mat an traoù ganit.
Bet eo o kerc’hat un dra bennak e-barzh e renkell
paperajoù. Klevet a ran anezhañ o furgutal evel pa vefe
e dañjer a varv. Hag eñ oc’h astenn ur follenn joget,
karget gant arouezioù n’on ket evit kompren.
Pachtouneg a-dra-sur, dek linenn skritur, ul logo, ur
sinadur. Emañ Sarwar o parañ e selloù du ouzhin, ne
lâran grik. Araok mont da ziskonterez, pa oan etre dek
ha pemzek vloaz, n’em eus ket soñj ken resisamant ha
ne ra forzh, e senten an energiezh kriz evel ur gwir loen
gouez o tispakañ e zivaskell e diabarzh ma c’horf. Kalz
muioc’h a draoù a glev an nen pa ne vez ket trouz ebet,
komz ebet etre an dud. Nerzh an santimantoù, an
santadoù ha netra tout ebet ouzhpenn, ar wirionez en he
noazh. Da neuze ha da neuze hepken e c’hellan selaou
an dud evit gwelet petra, e-barzh o frezegenn, a jaoj
ouzh ar pezh a santan, gwelet e pelec’h ez eus chomet
toulloù, e pelec’h emañ souchet ar gevier.
— Petra zo skrivet, Sarwar ?
Emañ o heuliañ ar gerioù war rebourzh d’an
Europeaned.
— Kaset eo bet da Nasrullah, eizteiz araok e vloaz
nevez. « Nasrullah Jalaludin, war anv difennerien ar
gwir feiz, ni Dalibaned bro Djalalabah, a oar emaout
kreñv awalc’h evit dont a-youl-vat ganeomp da zifenn
ar vro. Ma n’out ket deuet davedomp dindan pemzetez,
e raimp un traitour ac’hanout hag urzh vo roet d’hon
holl emgannerien da zibennañ ac’hanout ha da zegas da
benn hag a vo plantet war ur peul koad a-wel d’an holl

26
SARWAR

tri miz-pad evit reiñ skwer d’ar falzkredennerien ha d’an


drubarded. Graet e…. »
— Aet eo Nasrullah kuit ?
— Ya, dindan dec’h emañ etrezek Kaboul. E-barzh ur
gêr bras-divent vo diaesoc’h da adkavout en desped
d’an niver a dud zo o labourat evit an Dalibaned dre
guzh evit gounit un tamm bara pe un dornad gwenneien.
— Kat e vefent da lazhañ anezhañ a gav dit ?
— Ya, emaint e pep lec’h. Ha soudarded ar
gouarnamant n’emaint ket evite. Dindan o c’hrabanoù
emañ ar reter.
— Hag ar Frañsizien hag an Amerikaned ?
— Ar soudarded estren n’int ket niverus a-walc’h hag ur
c’henemglev zo etre an Dalibaned hag an Amerikaned
evit trafik an opiom.
— N’eo ket gwir, Sarwar. An Dalibaned zo a-eneb an
Amerikaned, tout an dud o oar se mat. N’eo ket gwir ?
Emañ o strakal e deod ouzh e staoñ en ur ober un hej
d’e benn. O vousc’hoarzin mod e vro, gant ur boan don,
ken don m’eo ret dezhañ diskouez ur fulenn a levenez
kuit da zirollañ da ouelañ.
Peuketañ a ra kreñvoc’h-kreñv hag emaon en-gortoz da
welet e skevent o strinkañ diouzh e c’hourlañchenn. An
anken moarvat. Da ziwall a zo, tud zo barrek da vervel
gant an anken.
Notenn : ni Talibaned (an trilitère zo t-l-b, n’eo ket ?)

27
6
AR C’HOÑSEIL

Feiz ! War ma anv — Bernadette Le Doze — n’eo ket


hirio vo difrañsezet ar Frañs. N’on ket gouennelour, reiñ
a ran bep miz pemp euro d’ar Groaz Ruz. Ha d’ur
gevredigezh all etre tregont ha hanter-kant euro gant an
Nedeleg, diouzh an arc’hant a chom war ma c’hont.
Peseurt kevredigezh ? A-bep-eil, d’an dud dall ha d’an
enklask (d’ar glaskerezh ?) war ar malitouch. Ya,
ankeniet on gant ar c’hrign-bev ha ma c’hallfe (ar
glaskourien ?) kavout un dra gant ma hanter-kant euro, e
c’hallfen bevañ pelloc’h. A-benn bloaz e tihenchin ma
femp euro miziek war-zu ur gevredigezh evit ar re
vouzar rak arru on ponnerglev, ur mañier boubouadenn
a glevan aliesoc’h-alies.
N’on ket gouennelour. Met. Met n’omp ket ken pinvidik
evel araok, en amzer gozh pa veze gwerzhet sklaved ha
korvoet minoù diamant en Afrika. N’omp ket evit
degemer an holl dud maleürus e Frañs. Se zo kaoz
’meus respontet ya raktal pa oa goulennet ouzhin dont
war listenn Ronan Bourc’hiz hag e lugan burzhudus
« Kenskoazell. Skoazell ar bed a-bezh ! Met araok,
29
skoazell Europa ! Met araok skoazell ar Frañs ! Met
araok skoazell Breizh ! Met araok skoazell Penn-ar-Bed
! Met araok skoazell Kemperle Kumuniezh ! Met araok
skoazell Touelleg ! »Ouzhpennet ’meus « Met araok
skoazell 12, ru ar Frañs Libr » nemet den ebet n’en deus
c’hoarzhet. Me zo o chom 12, ru ar Frañs Libr e
Touelleg, nepell diouzh ar vourc’h.
Ni zo Touellegiz araok pep tra.
Ha ! Strakadeg daouarn ha ni da sevel en hor sav. Ronan
Bourc’hiz o tont tre, frond ar jasmin hag ar c’hoad derv
war e dro. Kerzhet ’meus war an aour-yeotenn. Gant ar
c’hwezh-se e c’hallfe Ronan goulenn forzh petra
diganin hag e refen. Ronan ! Ronan ! Ronan !
Emañ ar paotr seven en e goazez o parañ e selloù tan
warnomp. Starwar, ha ha ha ! Nag a fent gant Ronan-se.
Un afghan eus an Afghanistan, soñjit ’ta ! Hag a oar
afghanistaneg, me zo sur. Hag a zebr traoù eus e vro, me
zo sur. Hag en deus degaset e damm relijion gantañ du-
mañ, me zo sur. Hag a vez o pediñ war un tapis en ur
sevel e revr, me zo sur. Evel en deus lâret an doktor war
ar prederouriezh Zemmour « Kontant omp da zegemer
an holl dud disheñvel diouzhimp gant ma asantint dont
eveldomp. » Ba ya ! Ne zeufe ket war hor soñj mont da
aloubiñ ar broioù estren ha da blantañ hor relijion
kristen santel hag hor galleg sakr. Ha ma veze graet
gwechall-gozh, ne oa ken met evit reiñ ur yezh
hollvedel santifiet gant Doue a rofe d’an dud warlec’hiet
da zisplegañ an holl soñjoù na c’hallont ket bout
empentet en o yezhoù treuflez. Partajiñ hor finvidigezh
n’eo ket pec’hed. Dreistholl pa ne goust netra.

30
SARWAR

— Bernadette, deoc’h-chwi da gemer ar gaoz !


Bernadette ! Kouezhet oc’h e palamoutig ? Pe aet er bed
all da bregañ gant an drouksperedoù e-giz ra ho keniterv
Maïchan Kadiou ?
Holl an dud diskordet da c’hoarzin ha da glochal e-giz
kozh yer berr-alan. Ne reer ket goap eus Bernadette Le
Doze nag evit aour nag evit argant.
— Ne oan ket, aotroù Maer, o prederiañ war ho komzoù
fur, ne lâran ket. Ha vad a rafe da dud zo, amañ-giz-mañ
en-dro d’an daol-mañ ha d’an arvesterien didalvez war o
c’hador er sal.
— Bernadette, deomp dezhi !
— Ya, Aotroù Maer, ma soñj ne oa ken. E-giz a ouzoc’h
a-walc’h, ma zud kaezh, emaon e-karg gant (deus ?)
diluziañ afer frostennoù Kerbinvig e-lec’h emaomp e-
soñj da adplantañ buhez, n’eo ket e-giz tud ar c’huzul-
kêr bet. Deñved a oa bet kaoz anezhe e-pad ur frapadig
amzer. Met a-greiz-tout zo deuet da soñj din e yafe kalz
nebeutoc’h anezhe gant al laeron ma lakfemp moc’h e
plas an deñved. Ya, aotroù Star War, gwelet a ran ho piz
en nec’h abaoe pemp munut. N’och ket aotreet da sevel
goulennoù met emaon o vont da respont memes tra kar
an dra-se eo an demokratelezh, selaou ar re vut ivez. Ya,
anzav a ran, al laeron a ya gante muioc’h a zeñved evit a
voc’h marteze peogwir ne zebront ket moc’h, e c’hallfe
bezañ. Ya, vejetarianed pe muzulm… Ya, Aotroù Maer ?
— Emañ an eur o treiñ hag ar gwad ivez e-barzh
gwazhied hon enebourien neuze emaomp o vont da
votiñ. Tad Budog, eus an tu enep, ur gerig araok ?

31
Ar c’hoñseil

— Ya, Ronan. Te oar mat n’on ket evit ma zeod ha p’am


bez un dra da lâret ne chom ket e deuñv ma
c’horzailhenn. Kontant on bet da zont war da du ha da
lakat ma anv war da listenn rak kamaladed vras omp bet
a-viskoazh. Ma zad oa gwellañ kamalad d’az tad, betek
ar brezel bepred met pep hini en deus e si hag an hini
n’en deus ket daou en deus tri. Tud a lârfe a-walc’h
n’emaon ket ba’ ma c’hador-brezeg hag e c’hellfen
krennañ da ma frezegenn. Sur-mat e lâre hon Aotroù
Jezuz Krist e oamp e dropellad oaned hag eñ ar paotr
deñved a gase ac’hanomp da benn vat. Sur-mat ne oa
ket kaoz gantañ eus un tropellad moc’h kar Jezuz ne oa
ket ur penn breton anezhañ din da c’hoût. Met emañ
Bernadette Le Doze o vont re bell ganti : an holl
estrañjourien n’int ket laeron hag an holl dud er vro
n’int ket sent na n’int. N’omp ket kousiet betek mont da
lidañ fest an hoc’h evit skarzhañ an estrenien kuit, geo ?
Den ne rann grik. Aze emañ ar bevennoù etre an anien
gouez hag an anien sivilizet. Etre ar c’hoant da lakat ar
bec’h war chouk an den disheñvel hag ar c’hoant da
welet an estren evel un den. Ar rasisted zo evel chas
klañv, ne gredont ket dantañ pa vezont en o unan. Setu
roll ar pastor : digavandenniñ anezhe ken e tinerzhint.
Troet o c’hartenn gant an holl en-dro d’an daol, izel o
banniel gante. Betek Ronan ne sav ket e zorn evit ar
moc’h. Deuet eo gant egile all, Budog al lardigenn !
Paotr ar feiz kristen, sañset ! Judaz hag en deus
gwerzhet hor Salver evit tregont diner ! N’eo ket echu ar
jeu a lâran deoc’h, loened brein !
— Ya, emezon. Deñved vo laket. Deñved gwenn.

32
SARWAR

Setu, disoc’h eo an oferenn. Ar ger diwezhañ zo deuet


ganin. An dud estren hag o mignoned n’emaint ket
mestr war hor yezh. N’int ket evidomp, sed aze tout.
Mankout a ra ur berv dezhe, un tamm spered maget gant
douar ar vro ne dapint biken jamez, kaer o do klask.
Trec’h ar gwad glan.
Setu al lorgnez du all o sevel hag a gemer ar gaoz a-
eneb ma santimant :
— N’on ket eus ar vro abaoe kantvedoù evel ho familh,
Bernadette Le Doze met n’eo ket du deñved Eusa ?
Kammañ a ran ma genoù. Ar fas huzil-se n’eo ket ganet
ur sadorn noz da c’houde ar c’hrampouezh. N’eus ket
krampouezh e broioù an Trede Bed. Perak emañ ken
rouz neuze ? Ret din ober evel ma c’henseurted.
C’hoarzhin a ran gwenn. Me ’gaso dit an dorzh d’ar gêr,
loen vil, hag e-kreiz da fas ken e tarzho askorn da fri.

33
7
AR VOSKEENN

Ar Gwener zo. E-giz bep sizhun alies a-walc’h etre ar


Yaou hag ar Sadorn.
Pa ne vez ket tra warnon, skrivo ul lizher melestradurel
pe kargo un doser evit ur c’hamalad, e plija din mont
d’ober un tamm tro da voskeenn an Oriant. Prezegennoù
n imam a blija din, simpl ha digor. Adkavout a ran, dre
ma soñjoù, ma familh chomet er vro, ma c’hoar Bibi,
ma zri breur Munawar, Khalid ha Nasrullah. Lâret o
anv, e-giz-se, ba’ ma spered, a sikoura ac’hanon : gwelet
a ran anezhe o furmiñ dirak ma daoulagad serr hag o
kaozeal din a-vouezh uhel eus ar pezh a reont er vro, pe
kentoc’h eus ar pezh a rafent ma ne vijent ket dindan
beli an Dalibaned.
Anaout a ran tout an Afghaned e trowardroioù Kemperle
dre forzh displegañ d’an dud nevez deuet, kartenn-
sejour gante pe pas, penaos kaout bod ha boued, ha
labour zoken ma tichañsfe dezhe un deiz bennaket.
Pemp emaomp en oto, en hent war-zu an Oriant. Pevar
marmul ha me. Ken kreñv ha postek on e-giz ar re all
ma n’eo ket muioc’h met e-giz-se emañ ar vuhez, n’on
35
ket bras, n’on ket dreistkiget e-giz an Aotroù Hollved.
Ma nerzh ne vez ket gwelet diouzh an diavaez. Kuzh eo
un tu bennaket etre ma eskern ha ma spered.
Emañ Solyman peg-ha-peg ganin. Ne gavan ket kouraj
awalc’h da lâret dezhañ e ranko en em choaz e-unan.
Me zo o chom en un ranndi dirapar e penn ar ru
Bremond d’Arz, pelloc’h evit ar sinema, pelloc’h evit ar
Wagon-lit ma oan bet o pakañ ur banne chug avaloù
gant Maïchan ba’n deiz all. Chug frouezh ha bier eus ar
vro, bruderezh evit uioù Les cocottes du Belon, dam ya,
ar vandennad tavarnourien yaouank zo digor o spered
neket e-giz en davarn all a-dal dezhe ma oa frigaset e
benn d’ur c’hamalad din a-gaozenn ma oa re rouz e
groc’hen.

Salaam aleikhoum, imam.


Un tad eo din. Un tad rak n’eus ket ezel ebet eus ma
familh ba’ Breizh. Un tad rak degas a ra soñj din eus ma
c’hredennoù don, ar feiz en Allah Hollc’halloudek en
deus krouet ar bed, an dud hag an holl draoù dispar ha
kaer a vag ma ene bemdez. Un tad rak marvet oa ma
hini un toullad bloavezhioù zo. Gant ar c’hrign-bev, pas
gant an Dalibaned. Ar re-se diwezhañ n’int ket
pennkaoz d’an holl walennoù emañ dic’hastet hor bro
gante. Mes n’emañ ket pell memes tra.
Savet oa nevez zo ur ministrerezh «  brudañ ar vertuz ha
diskar ar sioù fall ». Lâret a rafe an nen eo un dra
empentet gant un spered klañv evit ur romant daou

36
SARWAR

wenneg. Ar wirionez didruez koulskoude. Adlaket eo he


burka gant ma c’hoar, eizhteiz zo, evit kuzhat he dremm
pa vez oc’h ouelañ dourek. Me a ouela sec’h, n’eus ket
burka ebet ganin.
Brav eo ar vuhez, disi eo Allah, Doue, forzh peseurt anv
ve laket dezhañ. Met a-wezhioù e klaskan kompren
petra eo ar palioù kuzh anezhañ. Lakaat ac’hanomp da
añduriñ ken e vimp holl breudeur ha c’hoarezed ? Tañva
ar skourjez, reiñ c’hoant dimp d’ober kement all d’hor
enebourien evit amprouiñ ac’hanomp ha gwelet hag-eñ
e c’hallomp mont war-raok en ur ober nebeutoc’h a
boan d’ar re all evit ar pezh a dapomp digante ? N’eo
ket sklaer ar mesaj.
Aet omp en hon c’hoazez war an tapisoù flour. Se ’ra
vat d’hom zreid noazh. Reutaat a ran gwalenn ma
c’hein, digeriñ planken ma divskoaz, emañ avel ar
voskeenn o treiñ hag o tistreiñ en holl blegoù ba’ ma
c’horf. Ma c’hof, ma skevent o tistano, lein ma divskoaz
o kouezho e-giz pa c’hallfen kaout un tamm peoc’h ba’
ma buhez ha dibad vefe.
Pignet en deus an imam gant e skalier ha pintet bremañ
war ar bazenn uhelañ emañ o reiñ pep a c’her
kalonekaus deomp ha ni un tri-ugent bennaket. Un den
a-vod, unan eus ar re vefe bet beleg ma vefe ganet
amañ. Un den a wel ar garantez e pep tra memes el
lec’hioù ma n’eus ket. Ur skwer eo din.
Arru eo poent din distreiñ amañ war an Douar rak ar
Gwener eo ar mestr hag emañ brasoc’h diouzh
daoulagad Allah evit n’emaint deiz Adh-ha ha deiz Fitr.

37
Ar voskeenn

Ma zad spered en deus kemeret ar gaoz, sklerijennet


gant bannoù gouloù an daou lamp strink a-istribilh
diouzh an doubl a bep tu d’ar skalier prezeg.
— Hiriv eo Yawmoul-Barakah,  devezh ar bennozh. Met
lod all a lâr ez eo ivez Yawmoul-Karaamah, devezh an
enor pe c’hoaz Yawmoul-mazid. Ha n’omp ket evel hor
mignoned ar Yudevien, a vez o tiskuizhañ bep Sadorn pe
hor mignoned ar Gristenien, a vez o tiskuizhañ bep Sul.
Allah ne vez skuizh gwezh ebet. Pediñ a reomp
asambles met labourat a c’hallomp ober ivez d’ar
Gwener. Ha deuit war sikour an ezhommeien, ar re
izeloc’h evidoc’h rak un deiz bennak, an hini zo bet izel
vo uhel hag an hini e penn an traoù a yay da glasker
bara.
N’ouian ket pet rakaat hon eus graet, pet gwezh hon eus
stouet hor penn ha diskouezet hor doujañs d’ ar bed, d’
an dud, d’an natur, en ur ger da Allah. Emañ ma spered
o nijal war-zu ma bro ha kalz pelloc’h c’hoazh war-zug
ur vro ma ne vefe ket eus tud droukrañsus ha gwarizius
ouzh ar re all. Ar Baradoz pe Douar santel ar re sot
marteze rak piv a oar hag-eñ zo eus seurt traoù evit gwir
? Ac’h ! An douetañs zo ur c’hrign-bev. Rankout a ran
krediñ ma fell din mont d’ar Baradoz. An dud digredenn
a gustuman gwelet alies war ar ru, ha pa vefent eus ma
bro pe eus lec’h all, ne c’houlont ket labourat evit o
familh, drogajoù a ya gante, c’hoarzhin a reont evel tud
diskiant e-kreiz an noz peogwir o deus dilezet Allah hag
int bet dilezet gantañ. Simpl eo ar vuhez neuze perak
ouzhpennañ diaezamantoù ?

38
SARWAR

N’on ket dislaouen p’emaon muzulman. Ma doue zo


kreñvoc’h evit hini ar gristenien. Ne vez ket o kousket
d’ar Sul ha gant se ’em bez c’hoant mont d’e heul. O
labourat e vezan d’ar Sul (Labourat a ran d’ar sul ?) me
ivez, evit ma c’hamaladed. Riboulat ivez met sioul,
gwezh ebet en tu all d’ar muzul reizh.
N’esean ket sellet war ma zu kleiz lec’h m’emañ
Solyman. Bep ma ya ar pedennoù war-raok emañ an
holl selaouerien o tistanañ tamm ha tamm rak ar joa
ouzh Doue zo ur c’hleñved-peg kaset deomp gant an
imam. Met vaksinet eo ar paotr Solyman ouzh ar feiz
hag ouzh al levenez moarvat. Paneve se perak kammañ
e c’henou war ma zu, teuler selloù du ha chaokat soñjoù
du ken fetis ken e welan drouksperedoù o tont eus e
c’henoù ? N’on ket un den fur, ur mollah, ur gnawa pe
unan eus ar re a oar met ma vefen unan anezhe, e welfen
ar gwall-avel en-dro dezhañ pe ur vallozh ruz. An
diaoul, sed aze, an diaoul.
Hum. Disoc’h eo ar pedennoù. Arru eo poent adlakat ma
botoù ha mont s’ar gêr. Chom a rin ba’ ma
c’hlogorennad peoc’h keit ha ma c’hallin…

— Assalamou alaikoum wa rahmatou Allah wa


barakatouh. Ac’hanta, Sarwar !
Pfff. N’eo ket Solyman, an imam an hini eo. Stouiñ a
ran ma fenn. Un den gredus ha pell koshoc’h evidon eo.
Gortoz a ran anezhañ da gemer ar gaoz.

39
Ar voskeenn

— Ac’hanta, Sarwar ! Ne welan ket ac’hanout bep


Gwener, ma faotr. War da labour e chomez diwezhat ?
— Ne ran ket met pa vez tud hag a zeu da ma c’haout, e
kavan gwelloc’h reiñ dorn dezhe ha lakat e pleustr
gourc’hemennoù hon Diouganer Mohammed kentoc’h
evit dont betek amañ ha leuskel tud el lagenn war ma
lerc’h. Mat a ran ?
— Ya, Sarwar, touchet out bet gant gras Doue, hep ket a
var. Uvel, mousc’hoarzhus, digor da galon kement ha da
zaouarn, bep gwezh ma welan da zremm e sioula din
evel pa vijes bet kaset gant ur vandennad aeled. Nag a
nevez gant da vreudeur ?
Piket eo ma c’halon. An dud a sav goulennoù ouzhin
diwar-benn ma breudeur ne soñjont ket deleatur ba’r
gontell a blantont e-kreiz ma c’halon. Diskouez a ran ur
mañier mousc’hoarzh brein, an hini nemetañ a c’hallan
kinnig anez dirollañ da ouelañ.
— Mont a ra mat a-walc’h, imam Sarawi, trugarez
deoc’h. Emaint bev c’hoazh ha ra vo meulet Allah
hollc’halloudus hag hollvadelezhus ma tegouezh deomp
un deiz bennak pediñ asambles gante amañ-giz-amañ.
Ur paotr kizidik eo an imam. Lenn a ra en eneoù ar
wirionez en tu all d’ar c’homzoù. N’en deus ket afer e
vefe dispaket tout ar jeu evit santout ma foan distrad.
Stardañ a ra ma skoaz dre du, gant nerzh ha karantez,
din da gompren e c’hallan kontañ warnañ ha war e
gumuniezh. Vad a ra. Vad a ra gwelet n’on ket
diganvadenn.

40
SARWAR

Santout a ran e ivinoù, skilfoù houarn un erer kozh a


lârfen memes, o sankañ donoc’h-don e-barzh kig ma
skoaz. Ken e tlean en em zifretañ a-dre e zaouarn e-giz
ur silienn. Ha me digeriñ ma sklankouer evit sevel
klemm met chom a ra stanket ma genoù e deun ma
gourlanchenn. N’emaon ket o vont da yudal e-barzh ur
santual.
Solyman an hini eo zo darbet dezhañ bout diframmet
ma skoaz. Kemeret en deus plas an imam hep goût din.
Petra dalv ar cholori-se ?
— Petra zo peg ennout, Solyman ?
— Un dra ’meus da lâret dit, Sarwar.
— N’eo ket ret tennañ lêrennoù kroc’hen (tennañ
korreenn din ?) diwar ma c’hig evit afer se, paotr
paour ! Komz eo ha mat pell zo.
— Kamambre ma’z out ! Ur flouradenn ne oa ken. Ma
’teus c’hoant da welet petra eo diskroc’hennañ un den,
goulenn ganin ma tiskouezin dit. Sevel a ray da galon
ken e stoko ouzh lein da glopenn, en touiñ a ran.
— Neuze ?
— Neuze ! Neuze ! Dit eo da zont da welet ac’hanon,
dit eo da ditouriñ ac’hanon. Prometet ’teus din e kavfes
lojeiz din ha netra tout ! Tamm keloù ebet ! Unan a ro e
c’her ha ne zalc’h ket dezhañ n’eo ket un den a enor.
Tufañ a ra war al leur. Ur meutad diouzh ma botoù lêr
nevez, ar re prenet a-ratozh kaer evit ar voskeenn.
— Prometet ’meus e rafen ma seizh gwellañ evit n’afes
ket da glasker bara pa vi skarzhet diouzh ar C’HADA.
Roet ’meus dit niverenn-pellgomz ur vaouez hag a ra

41
Ar voskeenn

war-dro ar Gumuniezh Kanevedenn. Pellgomzet ’teus


dezhi araok dont d’en em bilat ganin ? Hañ ? Petra ’teus
graet, te da-unan, evidout araok dont da glemmichat war
da blanedenn ha da langajiñ ac’hanon e-giz ma vijen da
enebour touet ?
— N’on ket sot da stagañ. Prometet ’teus din. Aze
emaout abaoe pell amzer. Anaout a ran da famih neuze
eo dleet dit dont war ma sikour e-giz refe forzh peseurt
afghan onest, forzh peseurt muzulman gredus. Afghan
ha muzulman out, n’out ket ? Neuze ? Ne gomprenan
ket perak e klaskez tailhañ da sikour din.
— Arc’hoazh e vo un devezh vak. Gwelet ’m boa mont
da Roazhon gant ur c’hamalad da brenañ kig rak eno e
vez gwelloc’h-marc’had kig-dañvad ha kig-bevin pa
brener dre gasedadoù kant kilo. Ne ra forzh, chom a ra
ur vorzhed ganin er skornerez hag ez in di Disadorn ma
ta. E-giz-se vin dijabl hag e c’hallimp mont asambles
d’ar Gumuniezh Kanevedenn ha…
— Kanevedenn ? An dud ’meus toullet kaoz gante amañ
o deus lâret din la en Europa livioù ar Ganevedenn a
dalv e savez a-du gant paotred an douar melen. Ne
douchan-me ket ouzh seurt traoù hudur. Ur paotr gant ur
plac’h, se eo an Natur. A-hent-all ne vefe ket bugale,
anat eo. N’emaout ket o vont da gas ac’hanon d’an
ifern, d’ur fouzhlec’h dalc’het gant tud eus al lagad,
loen vil ma’z out ?
— Ma ne baouzez ket d’ober loened vil eus an dud a ro
dorn dit, Solyman, e vi da-unan penn araok pell. Pegen
droch ar soñjoù a dro e-barzh da benn ! Traumatizet out
bet, a gomprenan a-walc’h. Ober sev din n’eo ket se a

42
SARWAR

c’houlennan ganit met pas dispenn ac’hanon noz-ha-


deiz kennebeut all, sklaer eo dit ?
— Ya, evel-just. Prim on evel un taol fuzuilh, goût a rez,
met n’a ket pelloc’h. Mersi dit ha surtout na zijoñjez
mont arc’hoazh da welet ar Gumuniezh daonet-se,
hepdon evel-just rak ne z’in ket da welet tud dilignezet
ar seurt-se. A-hent-all, ma ne zegasez ket keleier mat
din, e lârin d’az familh chomet er vro ’teus digoret ur
fouzhlec’h ha dilezet hor feiz. Diwall a rin ac’hanout,
’rez ket bil.

Notenn : ne vefe ket gwelloc’h treiñ e bzg ar pozioù


arabeg ?

43
8
AN AOTRE VLENIAÑ

Ne zeu ket brav ganin, ne zeu ket brav ganin. Ne zeu ket
brav. Gast a c’hast a urzhiataer daonet !
Div euriad war ar mekanik an diaoul-se ha n’eus ket fin
d’al lagenn. Ur plac’h dibasiant n’on ket bet a-viskoazh
ha n’on ket c’hoazh hiriv an deiz. Met penaos an diaoul
chom habask gant drouksperedoù runkunus-abominapl
kaset war-eeun eus an ifern yen evit lakaat ac’hanon da
sodiñ ? Tañpir, ez an da bellgomz dezhañ.
— Sarwar ? Maïchan eo. Ma digarez met n’arruan ket
da ziluziañ ar jeu. Sac’het da zoser ANTS.
— Ne gomprenan ket.
— An doser ANTS. Tapet eo da aotre vleinañ ganit met
evit resev an tamm paper ofisiel emaon oc’h ober war-
dro ar paperajoù dre internet, soñj ’teus ?
— An oto ?
— Ya, evidout da brenañ un oto da c’houde. Mat ’meus
graet pep tra, lakaat da foto anaout, ar baperenn niverel
roet gant an enseller, paperenn an EDF evit da
chomlec’h ha kement tra zo tout met seul dro ma
klaskan kadarnaat an doser, e teu wal-wel ar frazenn
45
« »Mat eo pep tra ganeoc’h. Klikit war ok » ha  dek
segonenn goude, « Pellgargit an dokumañchoù
goulennet araok mont pelloc’h ». An alorien-se a lâr din
daou dra gontrol, kompren a rez ? Ha n’eus niverenn
bellgomz ebet, evel-just neuze emaon o vont da
adkomañs gant ar machin-se adalek ar penn-kentañ ha
da sevel un doser nevez. Sklaer ?
— Ne gomprenan ket ur siseurt ba’ da bozioù met
fiziañs ’meus ennout, Itron Maïchan.
— Gwir eo, eskuz ac’hanon, Melestradurezh Bro C’hall
zo bet ijinet gant pennoù imobil dindan drogajoù -
bonedoù-touseg poazh-fall pe LSD kriz, ne ouian ket -
evit lakaat tout an dud dindan gazel-yev. Tud ar servijoù
publik o deus dilojet o holl draoù war internet kuit d’o
burevioù da dennañ da ospital ar re ampichet.
— Maïchan ? Drogajoù a ya gant tud an ANTS se zo
kaoz ne c’houlont ket reiñ ma aotre-vleniañ din, se an
hini eo ? N’int ket jentil, hañ ! N’em bo ket jamez an
tamm paper neuze ?
— Geo, geo, moarvat. Ne vo ket ken prim ha diouzhtu
met ober a rin ar pezh a c’hallin. Gwir eo ’toa tremenet
an arnodenn c’hwec’h miz zo ha n’eus ket bet keleier
digant an ANTS abaoe keit-all, netra tout ebet. ’Ouian
ket petra da lâret dit, Sarwar. A-hed ar wezh eo bet ar
melestradurezh ur sarpant liespenn ha binimus ha
gwashoc’h c’hoazh abaoe m’emañ kuzh an euzhvil a-
dreñv un urzhiataer. Met en touiñ a ran dit, Sarwar, un
deiz e vo brav an amzer hag e vimp trec’h war sarpant
an ANTS, sklaer evel lagad an naer.

46
— A-brepoz, e c’hallez kas ac’hanon da-gaout
Sklêrijenn Le Nère d’ar Gumuniezh Kanevedenn ? Un
dra a-bouez ’meus da c’houlenn diganti.
— Sklêrijenn ? Ar Gumuniezh ? Petra ’faot dit ober
eno ? Sevel a ran re a c’houlennoù, ne sell ket ac’hanon.
Ya, aet omp araok. Mont diouzhtu ma karez.
Amañ-giz-mañ ba’ Kemperle en em anav razh an dud.
Kamaladed n’int ket tout, a-dra-sur. Sklêrijenn n’eo ket
ur plac’h fall anezhi, eme ar c’hizhier gleb hag ar
pennoù leue, an hanter eus ar boblañs du-mañ. An
hanter all ne lakfe un troad e Kumuniezh ar sarpant-se
nag evit aour nag evit arc’hant. Me n’em eus ket afer da
gaout nag aour nag arc’hant neuze ez in evit netra, evit
ur mignon, na mui na ken. Met se ra c’hoant kac’hat din
mont da welet ar bikez-se.
Sur a-walc’h zo tud a-feson e melestradurezh ar Frañs.
Gwir tud, kig hag eskern, neuze perak nompas lakaat
anezhe dirazomp, war-wel, n’emaomp ket o vont da
lazhañ anezhe ma ne ziskoulmont ket hor c’hudennoù
diouzhtu-dak. Rak se ‘m befe c’hoant d’ober bremañ
gant ma urzhiataer, pulluc’hañ anezhañ, un taol
bouc’hal e-kreiz e zremm sot. Meizantoù savet gant tud
evel Bernadette Le Doze, gant resped dezhi, netra met
kaoc’h en he c’hlopenn, eüruzamant eo kalet he fenn ha
stanket he divskouarn, paneve se e yee er-maez ar
soubenn du.
Emaon a alteriñ. Kement ha kontañ kaoz gant lorgnaj,
kenkoulz mont da welet anezhe war-eeun. Pelec’h emañ
alc’hwez ma oto ? E c’hallfen goulenn gant ANTS, ha

47
An aotre vleniañ

ha ha, sodez ac’hanon Maïchan, ober a ran din


c’hoarzhin.

Hirisañ a ran bep ma tostaomp ouzh al lec’h milliget-se,


Sarwar en e goazez fur-kaer e-tal din.
N’on ket ur chuchuenn, ur c’hamambre he deus afer da
embann pennadoù er gazetenn evit diskouez nag a vad a
ra-hi d’an dud. Dont a ra an ezhommeien da ma loch,
du-mañ, didrouz e-giz ar c’hazh war an erc’h, ar re
baour a zeu gante legumaj eus o jardrin, un tamm kig pe
bara, ar re binvidik a lakan ur priz uhel dezhe peogwir
’meus remerket e veze alies ar re ar muiañ a arc’hant
gante a roe an nebeutañ. Met n’on ket heñvel-poch ouzh
ar sorzerez-se, ne yan ket da embann war ar groaz
listenn an dud on deuet war o sikour evit sachañ
muioc’h a bratikoù. Nann, business woman ar galon
n’on ket.
Troioù ha distroioù ma buhez o doa kaset ac’hanon
meur a wezh en-dro da Sklêrijenn-se. Ur binijenn eo
memes tra.
N’eus ket bet ur ger etre Sarwar ha me a-hed an hent.
Hennezh en deus santet n’em boa ket c’hoant da bilat
ma genoù. Un den dilikat eo ken ez eo ha ma n’en deus
pouezet warnon dont d’ar Gumuniezh, n’eo ket evitañ,
se zo evit sikour un den all, a ouian a-walc’h.
Arru omp. Emaomp o tremen ar porrastell hag an dorioù
ken merglet ken ne ouier ket peseurt liv oant na memes
hag-eñ int bet livet un deiz bennak. Evel e ranchoù an

48
Texas ez eus ur mañier klopenn buoc’h a-istribilh ouzh
ar porrastell. Met aze eo bet ramplaset ar penn gant ur
galon liesliv teirmentek o lammat-dilammat evel unan
bev, skrijus ! Tapout a ran ur barrad aon a-eneb ma
santimant. Degouezhet on war tachenn ar vastrouilhenn
Sklêrijenn hep ket a var.
Sav-disav eo an douar, kabosennek ar parklec’h evel
spered ar sodez zo o ren aze. Serriñ a ran an nor a-strak
evel ar follez zo ac’hanon pa vezan paket e-barzh un
toull-strap. C’hwezh an toulloù-strap zo evel c’hwezh ar
c’haoc’h ; ur wezh kouezhet e-barzh, e chomer war
ziwall betek ar bramm diwezhañ.
Sarwar a gustum dont amañ diouzh a welan. En em
silañ a ra er Gumuniezh dre doull an nor a-dreñv.
Biskoazh kement all ! Ha kamalad da Sklêrijenn ’vefe ?
Araok mont d’e heul e taolan ur sell diwezhañ war ar
regennadoù kirri, kozh strakelloù kenkoulz ha
karrbedoù nevez-flimm-flamm. Pratikoù a bep seurt
renk, a bep seurt liv, a bep seurt yezh. Ya, n’eus ket da
dortal, deuet eo brav gant Sklêrijenn.

Ma n’ho peus ket bet tro da lakaat ho troad e


rouantelezh ar Gumuniezh Kanevedenn – ha netra da
welet gant an LGBT a gav din rak en desped ma vez
degemeret an holl eno anez delc’hen kont diouzh o liv, o
reizh, o relijion, o sonjoù politik na gant piv e reont
gwele. Emañ just ar ganevedenn arouez an holl livioù
stok-ha-stok a ya d’ober ar gouloù gwenn pa vezont

49
An aotre vleniañ

mesket. Ha ha ha, me blij din soñjal ba’r fascisted, ar


gwir vroadelourien, difennourien Europa pa gomprenint
n’eo ar liv gwenn met melen, ruz, gell, kistin lakaet
mesk-mesk, brav eo glannder ar re wenn, bastrouilhaj
tout, ya ’vat ! –, ma n’ho peus ket bet tro da lakaat ho
troad e rouantelezh ar Gumuniezh Kanevedenn a lâren
araok mont da heul dizurzh ma soñjoù, n’eus ken met
un dra da c’houzout : en ur bed faltazius e tegouezhit, ur
bed n’eo ket Europa ken met n’eo ket kevandir all ebet
ivez, ur bed n’eo ket an trivet milved met n’eo ket
muioc’h ivez an amzer tremenet evit an amzer dazont,
un utopia runkunus pe un dystopia seder, ne ouian ket.
Distabilet on rak ar Gumuniezh-se n’arruan ket da
renkañ anezhi e-barzh tu an Droug pe tu ar Mad. Goût a
ran on ur plac’h gadal a blijfe dezhi e vefe an traoù gant
an traoù hag an nez gant al laou. Maleüruzamant, emaon
daou du e-giz tout an dud.
Enaouiñ a ran ur sigaretenn m’eus tennet eus ma
glaouier alaouret. N’em eus ket ur gwenneg met ma ene
vez sioulaet gant an traoù kaer, an traoù ker ivez mes
pas ken alies. Ur jestr hep goût din, ne oa ket evit
plantañ tan e-barzh an deltenn. Met paotr e djellabah en
deus tennet e gleze kuit eus e c’houriz. Degemer mat er
Gumuniezh Kanevedenn !
— Djabir, emezon, nag ur blijadur eo atav rentañ gwel
dit ha d’az kamaladed. Ken prim e-giz un daredenn,
abaoe m’out bet ganet ha betek an deiz ma laoski da
vramm diwezhañ moarvat.
— Ne vramman ket, Itron Maïchan kar ne lonkan ket
gwin ha ne zebran ket kig-moc’h. Me ivez zo gwall

50
laouen o welet ac’hanoc’h. Ez an da drokañ ma zaol
kleze ouzh ur banne te glas ma permetit din da c’hortoz
Sklêrijenn da zont.
Mil miliard a gastoù ruz. Darbet eo din bout lardet ha
dilardet evit ur sigaretenn. Ha bremañ emaomp o vont
da reiñ bronn d’ar bal e-pad ur viken ken na deurvezo ar
rouanez Sklêrijenn akordiñ ur vlagadenn deomp.
Ma vefen onest, e lârfen eo Dajbir un den hegarat, tomm
ha saourus ar banne te, plijus da welet livioù ruz hag
orañjez an danvez stignet ouzh ar mogerioù hag ouzh an
doubl da reiñ da grediñ d’an nen emañ en un deltenn e-
kreiz an dezerzh. Met gwell ganin grozmolat a-enep
Djabir ar muntrer, an te tomm-skaot ’meus devet ma
muzelloù gantañ, ar pilhoù a daol liv ar gwad war ar sal
c’hortoz ken ne ouiomp ket hag-eñ vimp kontellet pe
dic’hoûget. Ur bikez e c’hallan-me bout ivez ba’ ti ur
bikez all.
Me zo gwevn kigennoù ma beg ha gwell-ha-se, e
c’hallan kammañ pe digammañ ma genoù en div
difretadenn. Emañ Sklêrijenn o paouez dont tre…

Hag e tiskouezan dezhi bravañ mousc’hoarzh bet


gwelet e Breizh abaoe mousc’hoarzh ar Rohaned e
1532. An hini gwirañ ne lâran ket.
Pa z’omp ez omp. Pokañ a reomp an eil d’eben. Ha
bardi ha bardo.
— Ken brav evel ur rozenn, Sklêrijenn ! Hag ar
c’hwezh da heul, un drugar.

51
An aotre vleniañ

— Ur rozenn gweñvet, a faot dit lâret ? Ha c’hwezh an


traoù brein da heul, hu ? Pilpous evel ur marmouz pe
lip-revr evel ar maer a soñj dit ? Me ivez ’meus plijadur
o welet ac’hanout abaoe keit all. Pegoulz oa dija ? Pa
oas mistr ha koant c’hoazh. Opala, aet eo an amzer
hebioù hep goût din. Sarwar ! Penaos emañ kont ganit ?
Deuet oc’h war un dro ?
— Ya, itron Sklêrijenn. An itron Maïchan he deus bet ar
vadelezh da gas ac’hanon gant hec’h oto. Bennoz Doue
dezhi. Ur gwir blijadur eo dont betek amañ. En en
blijout a ran evel pa vijen er gêr. Emichañs emañ memes
tra mod gant tout ar skipailh.
— Kastizet out, n’out ket, Sarwar ? Ne zebrez ket da
walc’h ? Deus amañ gant da goan ma ’tez ket netra da
zebriñ gant Maïchan an dostenn ! Trubuilhet out gant un
dra bennak ? Mat eo an traoù e ti Big-Heart ? Dispenn a
rez kartelloù bevin c’hoazh ? Ne douchez ket ouzh ar
c’hezeg na ouzh ar moc’h ? Rezon ’teus. Re dost d’an
dud met un tamm kig bevin rostet ne ra droug d’an den,
na posubl e savfe kalon an debrerien linard. Mes n’out
ket deuet betek (ennon ?) da ganañ pouilh d’ar
vejetarianed ?
— Nann ’vat seul vui ma n’em eus ket lâret ur ger diwar
o fenn.
— Na c’hoariez ket da benn mouz. An dud o devez
c’hoant da zispenn o nesañ. Amañ ’vat er Gumuniezh
Kanevedenn e vroudan an holl d’en em delc’hen diouzh
reolennoù hor Salver.
— Mohammed ?

52
— Jezuz ! E genderv kompez a-berzh tad. Se zo kaoz o
deus ar memes anv familh. Jezuz Krist ha Mohammed
Krist neuze. N’eo ket gwir, Djabir ?
— Ne oan ket ganet da neuze, Itron, ne ouian ket. Neuze
e savan a-du gant an dud a oar. Eveldoc’h-c’hwi. Goude
’m eus poan ba ma c’halon o soñjal er c’hroazadiagoù
hag ar feulster etre ar re wenn hag ar re rouz evit ur
c’hozh afer etre daou genderv kompez.
— Re wir eo, Djabir. Sakr eo ar familh, chom a ra al
loustoni en disgwel ha mat pelloc’h. Neuze, Sarwar, nag
a nevez ?
— Ur vro din, Solyman diouzh e anv, zo klask bod.
Skarzhet vo eus ar C’hada.
— An Afghaned ne dapont ket holl ur gartenn séjour
gant ar cholori zo ba’ ho pro ?
— Ne ouian ket. Sur a-walc’h eo aesoc’h met hemañ zo,
penaos lâret zo, tan en e wad.
— En em lardet en deus gant tud all war ar ru ?
— Ne ouian ket.
— Ok. Lâr din kentoc’h n’ac’h eus ket c’hoant da lâret
tra bet. Ne vern ket. N’hon eus ket plas ken. An dud a
zeu buannoc’h evit na guitaont ar Gumuniezh neuze hon
eus nebeutoc’h-nebeut a blas. Matematik eo.
— N’on ket paotr ar matematik, goût a-walc’h a rit ?
Hag ur labour a c’hellfec’h diskoachañ d’un den evel-se
soubet el lagenn evit na vo ket skarzhet d’ar ru.
— Naren.
— Naren ? Peseurt langaj a gaozeit-c’hwi,itron
Sklêrijenn ?

53
An aotre vleniañ

— Brezhoneg al levrioù e-giz an holl dud desket. Ar re


dizesk n’ouzont ket lenn, war ma feiz. Ha, ma Doue
benniget, deuit war ma sikour e kement deiz a grouiit
evidomp-ni, ho krouadurioù dister divarrek d’ober netra.
Naren. Perak, Sarwar yaouank, n’afec’h ket d’ober
anaoudegezh gant an tad Budog, un den a iliz tri mil
brudet, aotroù person parroz Touelleg. E c’hell da
vignon dont amañ da voñjouriñ ac’hanomp, da reiñ an
dorn deomp pe da zebriñ un tamm hag e vo degemeret
mat. Met n’omp ket evit kinnig lojeriz dezhañ, siwazh.
Dispitet-ruz eo Sarwar diouzh ar vousklenn a welan
outañ. Putin c’hast a gozh loudourenn vrein ! A-gaoz
d’an dra-se, n’on ket evit aveliñ ar gristenien, an dud re
vras o c’halon, an tammoù madoberourien. Ma c’hallfen
e vougfen anezhe tout dindan ma fokoù. Mervel gant
karantez, n’eo ket aze ur c’haer a brogramm ?
An tamm lorgnez-se n’he deus ken met dispriz ouzh an
dud a iliz ne heuliont ket strizh reolennoù Jezuz pe da
nebeutañ ar re faltaziet gant pennoù bras an Iliz pemp
kant vloaz goude ma oa marvet tachet ha didachet.
Jezuz ne oa ket ur pich glas moarvat hag an Tad Budog
kennebeut all, ur vignonez kuzh en deus ha gwell ha se.
Sklêrijenn vrein-se a oar a-walc’h eo me (?)ha plantañ a
ra klezeoù, goafoù ha kontilli ba’ ma c’hein ar gwashañ
ma c’hell, ar gakouzez-se.

54
9
E TI AR MEDISIN

— Sarwar ?
Respont ebet. Pouezañ a ran rak goût a ran a-walc’h ne
sinifi ket la n’en deus ket klevet. Ne c’houl ket respont,
n’eo ket memes mod.
— Sarwar !
Ec’h an da frigasiñ oeñsoù ma dorn ouzh an nor dre
forzh darc’haouiñ. Emsavoc’h vo din pa vo ma brec’h
en tu all d’an nor. Gwall-ziaes ne vefe ket pa welan
pegen moan mogerioù ha dor e ranndi. Tri millimetr
nebeutoc’h hag e wele an nen ar gouloù a-dreuz dezhe.
— Sa… pre nondidiac’h ! Arru out bouzar e-giz ul lej ?
Emañ ar medisin o vont d’ober trouz dit ma ne
zegouezhomp ket d’an eur d’an emgav.
— D’an emgav ?
— Oc’h ober plouz tomm oas ? Ankeniet on gant da
yec’hed ha tapet ’boa un emgav an abretañ ar gwellañ
pa’m boa gwelet ac’hanout o rechetiñ da skevent en
deiz all.
— Ne gomp…

55
— N’eo ket ret kompren pep tra er vuhez. Sentiñ ouzh
ar stur a ra vad a-dra-sur. Me eo ar stur.
— Ne gomp…
— Emaout a-baouez lâret se c’hoazh, peoc’h bremañ ha
klev ’ta ! War wakaat ez a da spered, drouglivet out ken
e lârfe an nen out kouezhet war da benn en ur pentoniad
raz ! Kastizet out e-giz ur vazh. Dispak ar wirionez din
’ta ! Ne ya ket tamm boued ebet ba’ da gorf abaoe pell
zo, n’eo ket gwir ? War-bouez un dornadig kraoñv ha
bannac’hoù te glas, ne lonkez netra ebet ken.
Na fromet e vezan gant e geizoù, ur c’hruz d’e skoaz, ur
vousklennig, pinvidigezh kultur a-gozh un den kran.
Ken e kred din ec’h on ur gouilhourenn, ur vari-
vastrouilh desket fall e toull revr ar bed. Mes bremañ
emañ hek-hek, n’arruan ket da dennañ amanenn diouzh
goûg ar c’hi-se. Ne lâr tra, sparlet eo e c’henoù.
Ne dennan lagad ebet diwarnañ gant an droug zo ennon.
Pulluc’hiñ anezhañ a c’hallfen ober prestig. Padal emañ
o tistanañ din bep ma santan e galon gwasket gant e
chagrin. Talañ a ra ar boan langachiñ un den na zebr ket
tra dre m’emañ divroet, pell-sovaj diouzh e familh
tamolodet e-giz razhed en un toull rak an aon da vout
fuzuilhet gant Soudarded un doue kriz ha dinatur ? Hañ,
Maïchan, ma faour kaezh plac’h, estroc’h evit kargañ ur
c’hof zo evit diskouez karantez !
— Sarwar, deuet omp da welet hag-eñ n’out ket klanv
da-vat. Da neuze e vefe roet louzoù dit da wellaat da jeu
e-giz se e c’halli paouez da vagañ soñjoù du hag e
soñjimp penaos lakaat da familh da zont amañ. Mat eo
dit ?

56
SARWAR

P’en em glevan ma-unan o tibunañ ma frezegenn, e sav


an dour em daoulagad. Ne ouian ket petra da lâret,
penaos tennañ an disterañ bec’h diwar e chouk krommet
betek an douar. Ur c’hozh flaperez n’on ken. Klask a ran
mousc’hoarzhin outañ hag hennezh d’ober kement all.
Lâret a rafe an nen daou zen stanket o bouzelloù e-barzh
sal-c’hortoz ar medisin ken e vo roet louzoù-revr dezhe
ha puraet ar jeu.
Na posubl Doue e vije diskoulmet an holl gudennoù war
ar bed gant ul louzoù-revr hud !
Ya me blij din hunvreal e-barzh Taranis, Marzhin ha
Keridwen, hon doueoù kozh a gavan kenkoulz hag an
doueoù nevez, an tri breur sioc’han Ism, Néolibéralism,
J’menfoutism ha Scientism. Me zo romantel, diamzeriet
ha lorc’h ennon gant se.

N’eo ket din da c’hoût. Ma zri gwaz bet a lâre ingal din
la n’em beze ket doujañs ouzh o frankiz. O lip-ar-bit
emeze. Gast a foballerien, lipit an tredeog ma c’hoarzh
deuzoc’h. Petra ’ran foutre-kaer gant gizioù ar vestiair ?
Gwir eo n’em eus ket goulennet e ali gant Sarwar. Mes
ar mammoù a oar petra o deus ezhomm o bugale ha pa
vefent eus o zorad pe poloked a galon. Setu an nor o
tigeriñ hag an den gouiziek en e sae wenn o sellet
ouzhimp a-ziadreñv e lunedoù ront. Mont a ra ouzhimp
e galleg uhel met daoust hag-eñ ’meus bet klevet ur
penn galleg a gomze galleg izel ?

57
E ti ar medisin

An aotroù Pozidoni zo eus rummad ar vedisined deuet


eus ur vro all, hervez e anv, hervez e daol-mouez,
hervez e fas rouz hag ar groaz alaouret en e gerc’henn
vlevek. Ur blijadur gwelet un den-kliched, ur mañier
Aldo Maccione e-giz m’emañ Superdupont hag e fri ruz
evit ar Frañsizien.
— Aotroù Pozidoni, choazet m’eus ac’hanoc’h peogwir
oc’h un den a-vod diouzh gwelet. Kompren a rit eus an
diabarzh nec’hamant an dud diwriziennet.
— Ha perak e refen ? N’on ket na koadour na foricher.
Penaos an diaoul e ouifen diouzh an diwriziennañ ?
— War a welan, n’oc’h ket gwenn-sin e-giz an dud du-
mañ. War a glevan, ne ouiit ket pikol brezhoneg. Na ne
zistripit galleg gant taol-mouezh ar vro-mañ na taol-
mouezh ar C’hallaoued, gant richan an evned en tu all
d’an Alpoù, ne lâran ket.
— Peseurt kozh satouilhaj a zeu ganeoc’h ? Araok e oan
ur wezenn ha bremañ ul lapous ! Ha rasist oc’h ? N’oc’h
ket evit pakañ ar makaronied, ar roastbeefed ? Gwir eo
n’on ket ur gouign-amann gwenn-ha-du ha neuze ? Gall
on a galon hag a baperioù ivez. Ar Vretoned digor o
spered, sell ’ta ! Vaffanculo, porca puttana troia !
— Droukkompren zo, ma faotr. Me a soñje ganin oa
digor ho spered war al liesseurted ha war an dud lakaet
diaes gant an divroañ, pik echu. E-pad ur momedig em
eus santet drezoc’h heol hag energiezh Italia.
— Ma quante seghe mentali che ti fai ! War belec’h eo
aet ho spered da gantreal, ma Doue tri mil benniget ?
Deomp d’hon c’hazeg en-dro. Piv zo klañv ha gant petra
? C’hwi gant ho spered ? Ar paotr sioul-se koulskoude

58
SARWAR

oa lakaet e anv war ma listenn ! Sioul-sibouron e vezan


met droug zo ennon gant ho rambreadennoù war ma bro
orin.
Gwelet a-walc’h a ran. Emañ e abrantoù o sparlañ,
gwazhied e zaouivin hag e c’hoûg o kordañ ken ez eont
da darzhañ ma ne sklaeran ket ar jeu. Plastr eo ar
mogerioù ha betek gant ur spouenn ne dapfe ket ganin
dilouzañ anezhe.
— Aotroù medisin, setu ur mignon din tapet gant ur
gwall-gleñved. Stanket eo e c’hourlañchenn, ne gas ket
ar boued d’an traoñ. An anken moarvat hag emichañs ne
ya ket ar barradoù stress da ziskar e gorf. Ne bad ket
gant ar c’hoant adwelet e vreudeur hag e c’hoar chomet
en Afghanistan, etre krabanoù an Ankoù hag…
— Serrit ho peg ganin, Intron. N’emaoc’h ket war ur
gador-gofesaat. Ar paotr yaouank a responto din mar
kar.
Ankouaeet em boa a-gaozenn da betra n’en em glevan
ket gant an dud chomet re bell war ar studi. Kement a
lorc’h a vez enne ken e tislonkont o zamm gouiezegezh
war an nen. Delc’hen a rin war ma zeod evit Sarwar.
An aotroù dreistdiplomet en deus savet e dansïon
da Sarwar, bizitet e vruched, pouezet anezhañ dilhad
hag all. Un taol-lagad ouzh e vontr ha disoc’h ar
weladenn.
— Mat pep tra. Tregont euro. Arc’hant laosk pe dre
gartenn ?
— Mat pep tra ganeoc’h a-dra-sur. Tregont euro gant
pouezañ un tamm kig ha c’hwezañ un tamm kaoutchou

59
E ti ar medisin

en-dro d’ur vrec’h ! Biskoazh kement-all ! Dibennet an


dud fall !
— Pezzo di merda ! Ar pezh a dalv e ma c’heriadenn en
tu all da Gemperle ez eo arru poent leuskel plas gant ar
re all zo war an nor, ma zud kaezh. Arc’hant diouzhtu pe
kartenn vank ?
— N’on ket loukez. N’eo ket eus c’hoari kartoù zo
kaoz.
— Mersi deoc’h. Goût a rit, ar yezhoù, ar
personelezhioù zo evel an tier. An holl dud o deus daou
di a lâro deoc’h la vez frailhet o c’halon pa guitaont o zi
kentañ evit mont d’o eil ti ha kement all war an tu
kontrol. Se zo kaoz n’em eus ken un ti. Graet ’m eus
evel ar speredoù meur, Marine Le Pen, Eric Zemmour,
ar pennoù peul a lâro lod : achapet on eus ma c’hultur a-
orin ha rechetiñ a ran warnañ. Plantañ a ran tan war ma
lerc’h peogwir ne vo ket a zistro. Padal n’on ket falloc’h
evit forzh piv bennak. Setu, paotr yaouank, ur vuredad a
roan deoc’h. Ma ya ho yec’hed war fallaat, pedit ho
toueoù, troit teir gwezh warnoc’h ho-unan en ur ganañ
war-ribourz ur sonenn rimet savet war ar prim ha lonkit
ho puredad. Toull foulin evel rezon ! C’hwitadenn ebet
bizkoazh. Adgrit ho kod bank, mar plij.
— Pet gwezh ’peus kinniget ar remed-se d’ho
pasianted ?
— Gwezh ebet c’hoazh. An nec plus ultra evel lâre ar re
kozh-kozh en o farlant, e-barzh ma c’heriadenn en tu all
da Gemperle. Kourajit tudoù, tud all eveldon zo war an
Douar hag ho sikouro hag a dorro ho kwallblanedenn
diwarnoc’h pa vo bec’h war ho chouk. Heum, ar sikour

60
SARWAR

n’eo ket digoust. Tregont euro ivez. Na rit ket bil, paeet
eo ganeoc’h dija.
Er-maez emaomp. Na kenavo nag arrivederci (?) e-giz
vez lâret en e gêriadenn en tu all da Gemperle. N’en
deus ket goulennet tra gant Sarwar. Eñ zo o parañ e
selloù du warnon. Na keuz na kerse. Ne lâr grik. An dra-
se a dalv « Ar vuhez eo. An dud zo evel m’emaint. Ar
vuhez eo. Kriz a-wezhioù ha n’eo ket sañsupl. Bev omp
ha delc’hen a reomp da vevañ bloñset ha divloñset. »
Disoc’h eo ar gentel didrouz ha s’2ar gêr.

2 etrezek

61
10
AÏD 'TA

N’eo ket arru fin ar bed, o tostaat emañ koulskoude. Ha


gouel an Aïd muioc’h c’hoazh. Pa vo fin ar bed ne dalvo
ket ar boan stourm ouzh Allah hag ouzh ar blanedenn vo
bet tonket deomp. Da c’hortoz, da-geñver an Aïd, hon
devez amzer d’ober brav, da brebariñ ur pezh mell friko
hag evit-se da lazhañ un dañvadenn saourus.
Maïchan a anava an holl dud pe dost amañ-giz-amañ e
Touelleg hag evit an nebeud dioute n’anava ket, e
anava-hi tud a anava anezhe. Ha ma n’on sklaer,
trawalc’h eo goût e anava tud a anava tud.
Se zo kaoz emaon o kerzhet dibres a-hed un orjalenn bik
ma zo ur vandennad deñved o peuriñ en tu all dezhi.
Emañ Maïchan o vountañ war ar gloued hag o saludiñ ar
berc’hennez, ur vaouez etre daou oad, heuzoù
kaoutchou en he zreid, treut e-giz un ankoù krignet, un
darinenn a blac’h. N’eo ket ur chuchuenn eus ar
c’hêrioù bras pe devet vo kroc’hen ma ene !
An tad Budog, ur c’hamalad bras da Vaïchan, bras-bras
eme an teodoù fall, du-bran e-barzh e wiskamant beleg,
zo asambles ganeomp. Hep ober meneg eus ar c’hi
63
bihan o piltrotat war ma lerc’h. Gwell eo ganin degas ar
c’hi klañv ganin kentoc’h evit leuskel anezhañ en e
frankiz d’ober ar pezh a gar, kann ha chikan. Solyman.
Ma c’hellfen stago anezhañ ouzh ur peul, e rafen
laouen. Diskordo da harzhal ne rafe mann met se,
siwazh !
Ne ouian ket peseurt mod prezanto dezhañ disoc’hoù
ma emwel gant Sklêrijenn Le Nère. Solyman a
ziframmo ma c’halon gant e zaou zorn ma klev diganin
n’em eus ket kavet diskoulm ebet.
Ma ! E-giz-se emañ. N’on ket Allah nag un diouganer
na muioc’h un den a iliz.
Maouez he botchoù ne ra ken met c’hoarzhin o sellet
ouzhimp. Diaes eo deomp tapout krog el loened. Prim al
loened ha n’eus ken met sandalennoùigoù ba’ ma zreid.
H’an da ziskouez da Solyman penaos kas an traoù
araok. Lammat war unan, sachañ war un troad tu-araok,
dibradañ anezhañ ha peoc’h pelloc’h. Etre daouarn
Solyman a lakan anezhi. N’en deus netra d’ober ’met
delc’hen an daou droad kuit d’al loen d’ober ur fiñv.
Memes mod a ran gant an eil dañvad diskouezet gant
plac’h he botchoù hag hop hop hop, div difretadenn hag
an daou loen minellet war al leur. An hini gentañ zo
ponneroc’h diouzh gwelet. Kant euro al loen, ur farsite,
pa soñjer ba’r al labour. Ar vaouez ne ra ket se evit an
argant. Joa he deus ouzh he loened. Se ra plijadur din.
Pa oan bihanoc’h, ba’ du-mañ, e kustumen pako an
deñved ha lazho anezhe gant ma zad. Oc’h ober skol e
veze diouzh ar mintin ha goude merenn e lake e
davañjer brizhellet a dakennoù gwad, e tape krog en e

64
SARWAR

lemmañ kontell ha dao dezhi, ar mestr-skol aet da voser.


Ha me ivez, ar skoliad aet da zeskard-boser.
Deomp da di Maïchan.

Ya, deomp da di Maïchan, an dañvadenn a-dreuz ma


divskoaz. Maeserez deñved n’eo ket Maïchan met lies a
wezh e lâr ar pennoù gall e vez dispennet al loened er
gibell gant ar Vuzulmaned. Ha n’eo ket gevier tout.
Meur a yar ’meus dic’hoûget ba’ ma sal-dour. Hag e
pelec’h emañ an dalc’h ? Al lodenn gazusañ oa an
displuñviñ, kaout an dizober eus ar pluñv hag eus ar
marbluñv ha naetaat da c’houde. Kenkoulz ober en
diskwel kentoc’h evit war blasenn ar marc’had dindan
selloù an dud.
War dro tachenn Maïchenn zo gwez, ur c’harzh evit
bout resis. Ya, ur c’harzh kement hag ur c’holvaz, da
lâret eo evit ar re n’ouzont ket pegen ledan e c’hall bout
ur c’holvaz, emañ ken ledan ha promesaoù ur politisian
araok an dilennadegoù, bras-divent. N’eus ken ’met un
amezeg pignet war lein un skabell en e c’hrignol o
sellet ouzhimp dre doull he lukan-toenn a c’hallfe
damwelet petra emaomp itrikañ e jardrin Maïchan. Ha
c’hoazh, emaomp paket etre tu norzh he loch hag he
bern rotell.
N’em bez ket tro alies da zont betek ar velajenn-se. Ul
lodenn eus ar barrez sioul-siboron ha kaer-afreus a
lârfen-me met lod-kaer a dud a lârfe h’eo un toull
arabadus ha pilpous e-giz ur c’hannad LRM. N’on ket

65
Aïd 'ta

politizet tamm ebet rak ne welan ket ar strollad tu dehoù


pellañ diouzh an tu kreiz-kleiz kevalaour. Ur paour
kaezh estrañjour n’on ken, n’on ket bet war ar studi er
Gornaoueg (pe : er C’hornog) neuze n’on ket evit
kompren. Maïchan zo doktourez war an hendraouriezh,
an Ejipsianed ent-resis, ur vaouez desket anezhi ha ne ra
ken ’met mallozhiñ ha krañchat pa savan goulennoù outi
war bed ar bolitisianed. E-giz pa ouife diouzh ar pennoù
bras-se. Emaon o pellaat diouzh ma c’hazeg. N’eus ket
amzer da goll rak ma n’emañ ket an nen evit gwelet
ac’hanomp, e c’hallfe klevet begeliadennoù souezhus
memestra.
Goulennet ’meus gant Solyman dont evit reiñ fiziañs
dezhañ gant al loa-bod. N’on ket ur c’hazh gleb met
klask a ran sacho anezhañ war-zu ar Mad. Me greda din
emañ e zrouksperedoù o krignat e ene tamm-ha-tamm
ha ma ne dal ket oute e kemerint an tu kreñv warnañ. A-
wezhioù n’eo ken met ur mousc’hoarzh, ur frazennig a
netraig taolet d’ar c’houlz mat, el lec’h mat, a sikour an
nen da sevel war-c’horre diwar e vec’h.
Ma bouestad kontilli a zispakan dirak e zaoulagad.
Pemp lavnenn o luc’hañ ouzh bannoù tener an heol.
Solyman n’eo ket kreñv war an armoù gwenn na war an
diskroc’hennañ. Gwell eo dezhañ skeiñ gant e zaouarn,
war-eeun. Amañ ’vat n’eo ket ur c’hrogad gouren pe
kick-boksing. Lazhañ ul loen eo, plaen-ha-naet. Un
delienn a lezan da gouezho ha da droc’ho war ma
c’hontell lemmañ ha pep hanterenn anezhi a gouezh war
he zu diwar-nij, ken didrouz ha tra. Briñsennoù ha
garennoù kalet a zastuman e-harz ar bod lore hag ar bod

66
SARWAR

kelvez. N’emaon ket o vont da c’hoari mikkado, goût a


rit, un dudiamant bugale m’eo ret tennañ ur vazh hag
unan hepken diwar ur bern bazhoùigoù hep lakaat hini
ebet eus ar bern da fiñval. Ur c’hoari ampartiz met
siwazh n’emañ ket ma spered gant seurt belbiaj ken.
Un allazig a roan d’an dañvadenn dalc’het start ganin en
he c’herchenn. N’arrufe ket da ziflipañ kuit. Forzh
penaos, emañ brav dezhi amañ war ar geot e-kreizig
kreiz an Natur e jardin ur voudig. Ne ouian ket petra
ober eus Maïchan, un doueez, ur vamm, ur galon aour,
ur vaeronez pe just ur vaouez kontant da reiñ un dorn da
forzh piv bennaket a ya war arbenn dezhi ?
O vousc’hoarzhin emañ ouzhin. Ur burzhud, paotr. Ral
eo ar predoù ma vez e-unan, anez soñjal, da spered
dibreder e-barzh da gorf diskuizh, o soñjal la eo ar
vuhez ur prof a-berzh Allah, tra m’emañ an evned liesliv
o richanat er pelloù, un douzerez-leton o vouboual e-giz
ur mell gwespedenn, anez soñjal, just santout, klevet,
mont a-unan gant an natur. Ne bad ket pell. Berroc’h
evit an amzer da empentiñ ar frazenn a c’hallfe
deskrivañ ar stad a c’hras-se.
An dañvadenn he deus santet sioulder ar momed. Ar
momed da vervel a blijfe din soñjal. Un urzh a-berzh
Allah zo ha loened doñv e-giz an deñved zo bet krouet
evit bout maget, goroet ha lazhet evit reiñ kig deomp.
Urzh Allah eo. Ha n’hon eus ket tra ebet da lâret,
degemer emañ peurvat ar bed krouet ha doujañs a
rankomp kaout ouzh se.
Prim ha dillo. Fiñv ar gontell e-barzh he goûg,
strinkadenn ruz-tan o tiverañ e-barzh an toull ’m boa

67
Aïd 'ta

kreuzet ba’ n douar. Ne zaspugnomp ket ar gwad. Ne


reomp ket gwadigennoù e-giz ’ra an dud amañ gant o
moc’h. Perak e refemp ? Emañ al loen o krenañ etre ma
daouarn, didrouz, n’eo ket evit taol an disterañ kri
bremañ. Ur bedenn emaon o lâret eviti, an dañvadenn
hag a ro he buhez evidomp-ni, deomp da enoriñ Krouer
pep tra, hon doue hollc’halloudus hag hollouiziek,
souchet en un tu bennaket, aes ha klet war torchennoù
alaouret ar Baradoz.
Emañ Maïchan o filmañ an arvest. Gwir eo vez klipoù a
bep seurt war internet, gadaliezh sof-kont, bruderezh
evit ar pizzaioù Buitono, pizzaioù ar marv, ar plac’h
vihan war he dalaroù c’h ober un allazig d’he c’hiozenn
araok mont ba’r bed all. Gwir eo em bo disoñjet
arc’hoazh kentañ pegen ru eo ar gwad fresk o redek
takenn ha takenn diouzh goûg al loen e strad an toull
douar. Chug flamboez a lârfe an nen.
Toullgofañ anezhañ kerkent ha diouzhtu kuit d’ar vestl,
d’ar c’haoc’h ha d’al liñvennoù a bep seurt da
gontammiñ ar c’hig. Tennañ poull he c’halon, he
skevent, ar bouzelloù leun-kouch (hep c’hoari ger ebet,
n’eo ket bremañ eo) ha tout an traoujoù all da heul ne
ouian ket netra dioute nemet int da deuler d’ar blotoù.
Plantañ ar briñsennoù dindan ar c’hroc’hen e-tal ar
pevar zroad ha c’hwezhañ enne evit an aer da zispegañ
ar c’hig diouzh an eskern. Feiz hañ ! N’emañ ket memes
tra mod e-giz ar c’hig-yar ingalet e kantin ar re gozh hag
ar re vihan m’emañ ken (?) aes dispartiañ kig hag
eskern. Un dro-lâr klevet e Kreiz Breizh a lake an holl
da c’hoarzhin. Amañ e-tal an aod, etre ar Vretoned deuet

68
SARWAR

war o c’hiz eus Pariz d’o zi-vakañsoù hag ar Barizianed


tost-kar d’ur ministr, e ran tro wenn seul wezh.
Da c’houde eo ur farsite diskroc’hennañ al loen marv
d’an nep na chom ket eizh eurvezh bemdez dirak ur
skramm. Digoublañ ar c’hig. Leuskel a ran ur vorzhed
ha div pe deir c’hostezenn gant ma boudig.
Emañ ar c’helien glas o fraoñval en-dro d’ar c’helan. Ar
re hardishañ anezhe o deus pradet war he daoulagad hag
he zeod o tiskenn eus he beg. Ober a ran un hej d’am
fenn war-zu Solyman a dap krog er bal ha a gomañs
stankañ an toull leun a organennoù (korailhoù ?), a wad
hag a greouichenn n’eur ket evit ober netra gante. Ma,
lammat war al leur ken e vo ken kalet hag an douar
diwar-dro.
Aet on araok gant Solyman. Reiñ a ran ul lodenn vat
daoust ma n’en deus ket kiet eveldon evit diframmañ an
dañvadenn. Emañ o tigeriñ e c’henoù :
— Sarwar, na perak Doue em eus nebeutoc’h a gig
evidout ? Aze emaon eveldout. Diouzh na ouian ket
souratenn pe souratenn, e vin dirannet eus ma zamm
kig, se an hini eo ? Petra zo kaoz en em lakez uheloc’h
evidon-me, me, da gamalad en deus kement a
ziaezamantoù ha na c’houlenn netra nemet bruzhun a
zoujañs ? Petra zo kaoz, ta, a c’houlennan ganit, krenn-
ha-krak ? Hañ ? Petra ’teus da respont, imobil ac’hanout
? Hañ, pikol sac’h gevier ? Hañ ? Respont ’ta araok ma
roin fest ar vazh dit !
— Fest ar vazh ? E c’hellan lâret ma zamm etre daou
gomz toull ? Me eo ar mestr, Sarwar. Prenet ’meus al
loen-dañvad gant ma arc’hant, graet ’meus ar groz eus

69
Aïd 'ta

al labour. N’em eus ket da justifiañ ma choazoù


p’emaon mestr war an dachenn. N’ez ket da plantañ
cheu e pep lec’h, se a lâran dit. Dre an nor pe dre ar
prenestr, e ranki kompren an dra-se.
— Serr da veg, Sarwar. Ur pemoc’h c’hwezet n’out ken.
Klask goudor din, setu ar pezh a zlefes lakat da spered
ha da nerzh warnañ. A-hent-all e rin ar pezh m’eus lâret
dit. Ken vi gwelet.

Perc’henn : evidon ne cheñch ket, pe paotr pe plac’h e


ve. Soñj ‘m eus eus ma mamm-gozh, a lâre : goût a raen
re vad, peogwir eo me ar perc’henn ! (ha n’eo ket ar
berc’hennez). Memes tra evit an test, lakaomp.

70
11
AN EMGANN

Bremañ emañ ma daou vreur ganin, sur-mat. Kig-


breudeur ha c’hoarezed n’eo ket evel kig-yar pe kig-
moc’h. Gant ar re-se diwezhañ, ma na dapit ket ken met
an hanter eus ar pezh ’peus goulennet, ne varviot ket
gant an naon, treutoc’h viot ha c’hoazh, ur soñj vo ken.
Me a anav bernioù vejetarianed a-vicher ha n’int ket
gwanoc’h, bihanoc’h na netraoc’h evit an debrerien-kig,
nann. Ar c’hontrefed, marsen ’walc’h, ne vezont ket
ponneraet gant ar gwin ’ta da heul na gant ar strivoù kas
d’an traoñ.
Gant kig-breudeur ha kig-c’hoarezed n’eo ket ar
memes ton. An daou vreur degouezhet amañ-giz-mañ a
ziskoueza din da bep koulz e c’hallfe, e tlefe an daou all
bout amañ ivez paneve troioù lous ar vuhez. Dre ma
faot un tamm kar ma vize bet muioc’h a startijenn
ganin, muioc’h a spered, muioc’h a arc’hant ganin em
mize kavet un tu all d’ober dezhe dont.
Hudu an deiz, ba’ ma bro c’henidik, emañ pevar-
ugent dre gant eus ar boblañs o fritañ laou war billig ar
baourentez. Ha kenkoulz lâret, ar baourentez a gontan
diouti n’eo ket hini an RSA hag ar restos du coeur, nann,

71
hini an dud o devez naon du bemdez anez lakat ar gaoz
war ar skolioù serr ouzh ar merc’hed hag ouzh ar
baotred ivez kar ne chom ket an disterañ gwenneg ba’r
c’hef evit paeo ar mestroù-skol.
Sed aze. Ne zisoc’ha ket mat tout an istorioù.
Emichañs n’eo ket disoc’h istor buhez ma c’hoar ha ma
breur hag e c’hallint dont du-mañ un deiz bennaket. Da
c’hortoz e kredan ba’ Allah ha Doue, ba’ bro ar Frankiz
ha Diskleriadur Gwirioù Mab-Den nebeutoc’h-nebeut
bep ma welan tud kriz n’o deus tamm diaezemant en o
buhez lakat o c’hrabanoù war ar gouarnamantoù er bed
a-bezh evit uhelaat ar c’hlouedoù etre ar broioù. Ma
vize ket harzoù etre ar broioù, ne vize ket ret difenn
anezhe. Ba’ madelezh an dud e talc’han da grediñ avat
hag e profan ma istor da dout ar Maïchaned e Breizh
hag e lec’h all a chom war daou droad ha digor o
c’halon en desped d’al loened all a-blad-korf soubet ba’r
fank.
Lost ar bik war an draezhenn
Echu ma c’hontiladenn
Lost ar big ha lost ar c’hazh
An hini en gouio a lâro c’hoazh

N’on ket paotr ar seblantoù hag ar sinoù mes ret din


anzav e soñj din zo un devezh fall warnon. Ar c’horfad
pato en neizhour-noz moarvat, ne zebran ket diouzh an
noz, ordinal. N’em eus ket graet netra a-dreuz mes ur
blanedenn fall zo warnon hiriv ha ne welan ket peseurt
mod terriñ anezhi pa ne ouian ket petra zo dirazon en-
resis.

72
SARWAR

Ul lomm dour ha b’an avel. Ne vez ket den ebet (1)war


ar ru d’ar c’houlz-mañ eus an deiz. Pemp eur vintin.
Devet eo ma skevent gant an aer fresk. Sioul pep tra war
ma zro. Re sioul e-giz pa vefe laeron en o souch ba’ un
tu teñval bennak barrek da lammat ganin. Ha me skeiñ
war-zu an tu all da greiz-kêr, war-zu Big-Heart.
Boñjour d’ar warded ha setu me e-barzh al labouradeg
tapet etre ar c’hirri samm war ar mont kuit, leun a gig
drailhet, larjezennoù, morzhedoù ha silzig da sevel ur
menez keit hag an tour Eifel, m’en tou hag en tu all, ar
c’hirri-samm o paouez degouezhout, o vleñjal, o yudal
e-giz ar verzherien a-benn vent kaset d’ar grilh pe d’ar
vourc’hal, se zo hervez.
Bras-divuzul an trepasoù beuzet dindan gouleier kriz ha
setu me, merienenn dister o vont dre ar garidoù ar
grugell betek ma c’hefridi. Start ha rust an diframmo
hag an dougen. Ne rin ket se betek ma zregont vloaz pa
ne c’houlan ket echuiñ evel an dud a dremenan ebioù
dezhe, lufrus o daoulagad evel re ar pesked, krommet
gwalenn o c’hein dindan o bec’h kig, troet o spered tud
e spered dañvad dre forzh ober ar memes tra a-hed ar
wezh.
Me ne rin ket se ken gwall bell c’hoazh. Sur a-walc’h o
deus lâret an dud-se ar memes tra dezhe o-unan. Me ’m
eus traoù d’ober, saveteiñ ma familh neuze n’em eus ket
amzer da lezel tud Big Heart da ziempennañ ac’hanon.
Ken aes d’an nen begeliat, peuriñ er memes park
bemdez, begeliat c’hoazh ken na vo fin. Bevañ ’m eus
c’hoant d’ober peogwir e ouian priz ar gwad, ar marv
diouzh ar vuhez.

73
An emgann

Labourat. Soñjal e-barzh netra nemet er jestr. Santout


ma c’horf o poaniañ, plankennoù ma divskoaz war-nes
disjuntiñ, ma c’higennoù stignet betek re. Ni zo loened
bev gwisket o tougen loened marv en o noazh. Peseurt
diforc’h evit gwir etrezomp ? A-wezhioù e soñjan ba’l
loened-se. Ret-mat bevañ ha debriñ met doujañs zo da
gaout oute. Ha doujañs ’m bez pa vezañ o tic’hoûgo
anezhe ent-dihun, muioc’h evit na vez gant an lazherien
a-vicher hag o morzhol pe o fetra-din-me tredan a ziskar
o freizoù en ur c’hwitellat kanaouennoù hudur pe en ur
ober goap eus an loened dindan o aon.

Dek eur. Dek minutenn da staotañ pe da evañ ur banne


kafe. Evit me (evidon ?), toullañ kaoz gant a re all zo
sufis din.(2) Reoù n’o deus tra da lâret evel ar pikol
romaniad n’eo ket gwall drouk anezhañ koulskoude.
François hor mestr a vez ouzhimp eeun ha didro. Ar
Gall nemetañ, ’meus aon. Ar Frañsizien ne gustumont
ket lazhañ al loened ha naetaat ar c’haoc’h. Ur rebech
n’eo ket, e-giz-se emañ ha ma c’hellfen ober evelte e
refen laouen.
Emaomp o kaozeal diouzh hon sav, en-dro d’un daol
uhel, nepell diouzh an darbarer kafe ha boñboñioù.
Bravoc’h eo kuit a gadorioù eme ar renerien. Me ’soñj
la ne chom ket keit-all a amzer an dud diouzh o sav evel
a reont diouzh o c’hoazez.

74
SARWAR

Setu Solyman ha daou gamalad dezhañ, penn du oute e-


giz kustum. Tud zo a gav diaes ar vuhez kar ne welont
ket jamez an traoù kaer a-dreñv an traoù vil.
Drol eo rak war a ouian n’eo ket tapet e gartenn sejour
gant Solyman ha gante se n’en deus ket urzh da
labourat. Penaos ar bed eo deuet e-barzh ? N’on ket
paotr da ribotat ma fenn betek ar Varn diwezhañ evel lâr
ar Gristenien du-mañ.
Hopal a ra eus ar penn all ha tout an dud da darc’haouiñ
o daoulagad war e du.
— Sarwar, ma breur. Salaaam ! Ra blijo d’an Diouganer
Mohammed reiñ din ur gartenn degemer dek vloaz evel
’teus bet.
— Salam, Solyman. Ur fest vras vo da neuze ha
c’hoarzhadeg ha sonadeg. Nag a nevez ?
Nag a nevez ? Ne ’meus ket bet amzer d’ober tra ebet,
na bu na ba evidon, hennezh en deus distaget ul las
bazhadoù ganin, un trepan a-dreuz ma genoù, ur
grabanad war ma fri, ur pikol taol-dorn ba’ ma avu ken e
findaone. Ha me juget war al leur. Hag an taolioù-troad
ba’ ma c’hof e-giz ma kouezhfe barradoù glav. N’on ket
evit distripañ ger ebet, seizet m’on gant ar souezh, ne
welan nemet ma c’hamalad rordet ken ez eo rordet gant
an daou gaïmant deuet asambles gant Solyman. Preparet
o zoull-strap gante en araok a-dra-sur hag ar chef
François dispourbellet e zaoulagad o lammat e-giz ur
c’had a bep tu da gaout peoc’h. En aner.
A-greiz-holl, lagad ar bleiz en oabl, ar sklaêradenn a-dre
ar c’houmoul du. Ha me savet em sav gant skoazell ne
ouian ket re holl pet den. Ne c’hallan ket digeriñ ma

75
An emgann

lagad kleiz, emichañs n’eo ket da viken. Ken badaouet


korf ha spered ken n’em eus ket kas ouzh an tri loen
brein konnaret.
Klevet a ran mouezh François e pleg ma skouarn :
— Kerzh diouzhtu-dak da sevel klemm gant ar polis
mes araok pep tra e kasan ac’hanout d’an ospital ma vo
graet ur testeni yec’hed hag un harz-labour dit. Ne
laoskin ket ac’hanout el lagenn, Sarwar. Un den a-vod
emaout e-giz n’eus ket a-walc’h, Sarwar. E c’hallez
kontañ warnon. Gortoz, ur bellgomzadenn eus penn an
uzin. N’eo ket bemdez e pellgomz din. Gortoz ’ta ! Ya,
aotroù…….. Ya………..Met gwelet ’meus pep tra ha
n’eo ket evel-se… Nann… Mat… Mat… A-du emaon
ganeoc’h… Kenavo, aotroù… Ezkuz ac’hanon, Sarwar.
N’em eus ket droed, e… N’em eus ket amzer da gas
ac’hanout. Gall’ a rez goulenn gant ur c’hamalad. Ezkuz
ac’hanon, kenavo. Kalon vat ! Ur paotr a-feson out.
Emaon o vont da sikour ac’hanout da vont er-maez. Ha
ro da vadj din. Ya, ar badj.
Petra en deus lâret ? Petra en deus lâret ma c’hamalad ?
Gant ar stroñs, emañ ar gerioù oc’h en em veskañ, o
tassoniñ e-barzh ma c’hlopenn hag o tiframmañ ma
spered ken en em welan gant tud ma familh hir, eus ma
gourdindined betek ma zud, etre ma breudeur ha ma
c’hoar, war an treuzoù, e toull or hon zi a sko war ar
blasenn. N’intentan ket seurt ebet er pozioù brezhonek
ha gallek en-dro din, ne glevan nemet pachtouneg, tud
sioul gwisket mod ar vro. ‫ کور ته ښه راغالست‬ha mat pell
zo.
Un dra diwezhañ ’meus d’ober araok fatañ.

76
SARWAR

— Alo, Itron Maïchan. Mat an traoù ganeoc’h ? Me eo.


Skuizh on un tammig ha mar gallit kas ac’hanon d’an
ospital bremañ, e vefe ur mil rekour din. Ya, skoet zo
bet ganin un tammig bihan. N’on ket marv met mestr
François en deus lâret din mont d’an urjañsoù kerkent
ha diouzhtu. Ha n’eo ket evit kas ac’hanon.
Emaon o trotal war ur gazeg-mezheven. Mouezh
Maïchan Cadiou o vouboual etre ma divskourn e-giz pa
vefe ur froud o treuziñ ma empenn ha ma neuronoù o
vont gant ar red a-doufadoù. Ha betek stokadenn ma zal
ouzh an daroù feilhañs n’en deus ket dihunet ac’hanon.
Motet on. Aet ma spered en ur bed all.

N’eo ket na splann na spis a welan gant ma


brennigennoù koeñvet. N’on ket evit ober un fiñv gant
ma fenn dalc’het e-barzh ur minerv.
Etre bep div wezh, pa tan e-barzh e-pad ul lajadig, e
tamwelan mousc’hoarzh un aelez kozh o tiwall hag o
teuler gouloù war ma fas distruj. Ne vez ket o kousket
nepred. AN itron Maïchan.
— Ar vedisined o deus miret ac’hanout ken kas vefe
torret un askorn dit pe gwashoc’h c’hoazh ma vefe
polodet ar gwad en un tu bennak. Dindan sellet(dindan
evezh ?) emaout e-pad un devezh hag er-maez. Diouzh a
lâront, e c’hallfe bout bet pell gwashoc’h ma vije
pulluc’het da avu. Louzeier kousket o deus lakaet dit ha
ma kollez anaoudegezh, netra souezhus. Mont a ra mat
an traoù ganit, ma mab.

77
An emgann

Ar wezh kentañ eo dezhi ober ma mab diouzhin. Mamm


eo din amañ p’eo marv ma hini er vro. Mamm Mäichan,
Mama, son a ra brav d’am skouarn.
Dibradañ a ran ma c’hein diouzh ar c’hravazh. Gwelet a
ran stered. E-soñj e oan da vont d’ober un tamm tro d’ar
gablot-kaoc’h met n’on ket evit sevel ba’ ma sav.
Kouezhañ a ran a-blad ma c’hein war ar vatarasenn
marc’had-mat-lous. Aiou ! Ne ouian ket hag-eñ vo ma
c’hein pe ma stomok ar gwashañ diouzh an ospital.
Emañ platenn ar goan o paouez dont tre didrouz-kaer.
Ar merc’hed e gwenn o devez kement a vezh o servijañ
seurt boued ken e achapont kuit evel tasmantoù.
Ur blatenn plastik rakstummet pevar zoull enni : unan
evit ar bara spouenn, unan all evit an antre (blev revr un
tad-kozh skrabet diwar an trepas), an toull bras evit ar
platad kreiz (ar soledenn rouz gronnet gant dislonkadur
ul louarn), ur voull ruz (ur pikol M&M’s pe un tamm
Babybel, un tamm lorgnaj graet diwar blastik a-dra-sur)
war vord an toull diwezhañ karget gant un aval ruz-tan,
an dra nemetañ a lâr e anv. Ar blev revr gwenn hag ar
solenn gant dipa-dapa orañjez zo « céleri rémoulade –
escalope de dinde et son écrasé de carotte » diouzh a lâr
Mamm Maïchan. Ma na varnfen nemet diouzh ar gwel,
e tebrfen an aval. Gant ur sell aketus, m’eus remerket un
tapisad preñved krevet en-dro dezhañ, al loened
ampoezened gant al louzoù strewet war ar frouezhenn.
N’on ket un preñv, klev, mes n’eo ket lâret eo dinoaz
ouzh an dud. Badinellet eo ma spered, evel rezon ne vo
ket roet ampoezon d’ar re glañv en ospital. Pegen droch
ma soñjoù ! Ya mes a-walc’h a weleoù ne vez ket, neuze

78
SARWAR

penaos skubañ an dud diwar-dro ma n’eo ket a-daolioù


pistri e-barzh poull o c’halon. Chom a rin war-yun pe
goulenn gant Mamma Maïchanig prenañ boued d’he
c’hamambre.
— Maïchan, naon du ’meus mes piv bennaket a yafe
seurt boued gantañ ba’ e gof ? Betek ur c’hlasker bara
ne vefe ket evit lonkañ se ! Bridit din ma jav ha s’ar
gêr. Ha diwar vont deomp d’ober ur gwel da Fañ-Fañ an
Tu-lip.
Ne lâr na grik na grak. Ankeniet eo anezhi e-giz ur
c’hounifl dirak ur c’hi-chase. Ankeniet gant an dazont,
ankeniet gant dazont ma breudeur. Anken a re all n’eo
ket aes din da zougen mes sikour a ra ac’hanon gwelet
tud maleürus, sevel a ra ar bec’h diwar ma chouk tamm
pe damm. N’on ket ma-unan-penn war an tamm douar
patatez-mañ.

— Opala! An estrañjourien o deus en em lardet e-giz


pilhaouerien. Hemañ zo ur penn outañ ’at! Diaes
da:deleatur! anaout an estrañjourien an eil diouzh egile.
Forzh penaos, an holl Afrikaned zo heñvel-poch, ar re
velen ivez. N’eo ket gevier a bentan ha se zo kaoz e
c’houlennomp gante degas ur gartenn anaout. Paneve se
ne ouife ket an den piv zo piv. Nondidie ! Sarwar, te an
hini eo ! Digarez. N’out ket ur gwir estrañjour. Me soñj
din la out kentoc’h spered un den gwenn lakaet e korf
un estrañjour. Ur seurt amprouenn lakaet dit gant Doue.
Moarvat ’teus gwerzhet tud en da vuhez kent hag evel

79
An emgann

rezon, ’lennez ket Marie-Glaire e stal an troc’her-blev ?


dav dit terriñ da blanedenn fall diwarnout. Ya, heum…
Un dra bennak az-peus da ziskleriañ marteze ? Ur
gistinenn t’eus bet ? Oh ma doue, kemer ar gador. Ur
banne kafe du ? ’To ket ? Ur banne te glas mod da vro ?
Setu…Diskuilh din anv an hailhoned ma vint
diskroc’hennet, divouzellet, dibennet, dilo…
— Gant ma chomo a-walc’h a dammoù da sevel
goulennoù oute, Fañfañ.
Divarc’het eo Fañfañ an Tu-Lip. Me a soñje ganin e rae
un c’henlabourer digoust ac’hanon, an troer
estrañjoureg, ar piv din-me a ra d’ar polis gounit amzer
ha mat pell zo. Me ur galon zo o kalkenniñ en e vruched
diouzh a welan. Dour zo en e zaoulagad.
— Uloc’h zo er c’homiserdi d’ar c’houlz-mañ eus ar
bloaz, paotr paour. N’ez ket da soñjal na da embann un
tamm pep lec’h emañ Fañfañ o ouelañ e-giz ur vadalen.
Poultrenn a lâran dit.
O vriata ac’hanon, o tifronkañ gant ar from. Putin c’hast
a bollen, kriz ha dinatur an natur er bloaz-mañ !
— Lardadeg e ti Big Heart. Solyman en doa lammet
ganin ha pilet ma beg ken oa difaragoellet ma daoulagad
diouzh o foull war al leur ha ne welen ken ’met ur
vrumenn ruz, labez ha gwad tout. E-pad keit-se, oa e
zaou ganfard all o krabanata ar mignon a glaske dont
war ma sikour.
— Mat. Emaon o vont da enrolliñ da desteni. Dindan
c’hwec’h miz e vi galvet dirak lez-varn Kemper ma ya
mat tout an traoù en o hent. A-hent-all, a-benn bloaz.
Foulet eo an dud gant al labour eno, n’ouzon ket pet

80
SARWAR

kant doser o deus dre benn ha pet burn-out gant(?), ken


e vez muioc’h a labour c’hoazh gant ar re all ha muioc’h
a vurn-outoù. Ur c’helc’h brein ! Tri den oa aet dit ? pa
welan ar struj zo warnout. Gortoz, o skrivañ emaon.
Lizherenn-ha-lizherenn, n’on ket daktilo a-vicher. Mat,
mat, mat. Anv bihan ? Sarwar. Gortoz ’ta. S-A-R. W pe
OUA ? Ne ouiez ket ? Ne ouiez ket skrivañ da anv ? Pas
gant hol lizherenneg ? Hama ? Me ’gave ganin oa al
lizherenneg etrebroadel hag e ouie tout an estrañjourien
skrivañ gant al lizherenneg etrebroadel ouzhpenn o
zrefoedaj lec’hel. Hama ? Desket ’meus un dra nevez.
N’eo ket bemdez eo. Ha skrivañ a rit war rebourz ivez ?
Kas a rit an otoioù war an tu mat, memes tra ? Diskouez
din da baperajoù-anaout ma welin m’emañ skrivet
divyezheg, estrañjoureg ha sivilizeg war un dro. Goap
ac’hanout a ran, paotr paour. N’on ket ur genaoueg-
echu. Na diechu. Neuze S-A-R-W…
(1) : nikun a vez implijet pa vez ur strollad referañs
hepken : nikun eus an dud-se, nikun aneho, nikun a
gement a anavezen... Mod all ez eo den ebet, gour ebet.
(2) pe neuze : evit me zo sufiz din...

81
12
AN AOTROÙ MAER

— Boñjour deoc’h. Mont a ra ganeoc’h ?


— Mat ken-ken ha ganeoc’h. Brav eo an amzer hiziv, ne
gav ket deoc’h ?
— Geo. Gwell evit dec’h. Ec’h an da douzañ ar geot ’at.
— Ha me da blantañ, da blantañ, da blantañ…. kaol.
C’hoant em boa da lâret « ur gontell ba’ da gein, kozh
flaper. »
Aiou ! Aet on e-barzh ur vouklenn dirollet. Ar pezh a
faot din lâret e berr gomzoù eo ma c’hleñvedig spered
n’eo ken met randonerezh ouzh ur amezeg droch, ne
dalv ket ar boan sevel un anv nevez e gallgresianeg evel
« pneumanose dyspnéique à tendance mésothanataire ».
Nann ’vat, netra tout ebet nemet c’hoant frikañ klopenn
un alori gant ur morzhol ken a strako e eskern, ken na
chomo nemet flastrenn distumm eus e vlot a empenn
krignet gant al lorc’h.
— ’Farsal ’on evel tout an dud e Estrañjeria, ar vro bras-
divent a astenn e vrec’hennoù en-dro d’ar Frañsizien
evit mougañ anezhe. Ronan Bourc’hiz, gant un anv ar
seurt-se, e tait a-benn da gompren kement ger diveget
83
gant un estrañjour eus Estrañjeria, ur spiour eveldon
kaset gant gouarnamant an Dreistbougnouled
dreistpinvidik-mor na soñjont ba’ netra nemet islamizo
Penn-ar-Bed ken na vo dibennet al lazherien moc’h ha
burkanizet koef ar bigoudenned ?
— Sarwar, marteze on bet re bell ganeoc’h a-wezhioù.
Kinnig a ran deoc’h mont dre te an eil ouzh egile ha….
— Evañ ur banne gwin ruz en-dro d’un digor-kalon
sison, pâté.
— N’em bije ket lâret gwelloc’h ! Setu ur muzulman kat
d’en em adaptiñ. Meritañ a refes da vezañ naturalizet
kerkent ha diouzhtu. Ha ne lâran ket se da dout an dud
eus Estrañjouria. Evit lâret ar wirionez dit krak-ha-
plaen, ne ouien ket oa bet bodet tout ar broioù estren. Pa
soñjer mat ’at, eo kalz simploc’h. Tout an dud a gomz
estrañjoureg hag a soñj estrañjoureg, parkañ anezhe
asambles, petra biken lojikoc’h ? An estrañjourien o-
unan zo bet kat da gaout ar soñj-se pe sikouret int bet
gant unan ac’hanomp ?
— Ronan, ar pezh ne ouian ket, ha surtoud na respontez
ket eo hag-eñ a rez espres-kaer peotramant ma ta ar
gerioù eus o ho peg e-giz eus ur feunteun gaoc’h.
— Hañ ? Ober a rez ul loukez diouzhin, Starwars ?
Soudarded an Impalaerezh a(a’z?) adlako ba’ da blas a-
benn vo aet an heol da gouezhañ ba’r mor.
— Goût a rez, Ronan, e 2023, memes en Estrañjouria, e
oar an nen ne gouezh an heol ba’r mor evit kousket,
emañ an douar o treiñ en-dro dezhañ. « Copernic ta
mère » a c’hellfen lâret ma vije ken uhel ma spered evel
da hini, da lâret eo hini ur vrennigenn war he dalaroù.

84
SARWAR

Badaouet eo ar paour-kaezh maer. « Biskoazh kement


all, c’hwezh fall gant ar Marwal, gwashoc’h c’hoazh
gant an Toucherektal » a lârfe ma mamm a-galon. Perak
n’eus ken met an traoù speredek hag an traoù druz a lak
hon c’halon da dridal ? Se zo kaoz n’eus netra, e
barzhoniezh ar Frañsizien, par d’an « Ode au trou du
cul » gant Rimbaud. Hiñ hin hiñ, pellaet eo ma c’hazeg
c’hoazh. O c’haloupat war tiriennoù ar re yaouank
moarvat.
Prest eo pep tra dindan ma biz-meud. Evel-just e ouian
petra ’lâran, evel-just e lennan e reaksionoù Ronan an
Aotroù Maer e-giz ba’ lagad ur pesk dall. N’eus tra ebet
souezhus ennañ nemet da beseurt koulz e tifaragoello
war al leur, toullet-didoullet gant ar soñj diboell zo
estrañjourien speredekoc’h evitañ.
— Ev’ ta Ronan ! Ev’ ta ! Hopala, paotr paour, digor da
vrennigennoù, gwin Bourdel ha n’eo ket bio, me lâr dit,
n’eus ket lakaet stronkaj divlaz e-barzh. Mann ’met
rezin eus Montpellier. Hag ur c’hubi, an Douar zo re
gozh evit o’r goap dioutañ. Ronan, deus en-dro, me eo,
Sarwar, da amezeg, na chomez ket da gousket a-hent-all
ez in da laerezh ha da balforsiñ kement tra zo tout a
gavin ba’ da gozh ti.
Ul lagad o vlinkañ. Psikologiezh pa begez ennomp.
Ur mousc’hoarzh, ur werennad win, ur c’hriz da ma
divabrant evit diskouez on ankeniet, ur werennad a win
toull-foulin, un tamm kig-moc’h, div werennad, un
minc’hoarzh, setu an daou wellañ kamalad er vro,
mignoniaj ar gwin biken ne lâro gaou.

85
An Aotroù maer

Re bell on chomet d’ober van. Ur paotr hegarat, doujus,


goular on bet a-viskoazh. Goût a-walc’h a rit, n’ho peus
ken met selaoù ar pennoù beulke war ar marc’had pe ba
sal c’hortoz ar medesin, ba’r vuhez n’eus nemet div
ouenn : ar begoù bras, kreñv o fersonelezh, a lak ar re
all, ar sklaved, da gas o hunvreoù da wir. Setu an
diforc’h etre an dudchentil, ar senadourien hag ar re sot,
paour ha sentus war ar memes tro, ar voterien. Un
dañvadenn oan. Emaoc’h o vont da welet bremañ !
Kalon ul leon dindan kreouichenn un dañvad. Trawalc’h
! Sellit ! Ma moue, ma dent lemm, leon Kaboul a zo
distro.

— Leon eo da anv gwir ? Sarwar. Un anv eus ar vro eo !


N’out ket eus a-bell, n’out ket un estrañjour neuze. Da
vamm oa bet palforset gant un estrañjour pe da dad en
deus roet ur bilhedig evit sikour ul loudourenn en ur vro
ken tomm ken n’en doa ket gwelet en doa graet gwele
ganti. C’hoari a ra. Meur a wezh e Djibouti, e Tahiti, e
soñjen ba’ ma gwreg hag e tihunen e gwele ur Vari-
louskenn. C’hoari a ra. Hep c’hoari-ger ebet, ha ha ha !
Ha ha ha ! Putin c’hast. O komz ma unan oan, a-vouez
uhel hag egile all oa deuet e-barzh gant louzoù Bourdel.
Ne lârin ket digarez ken. Emaon e-giz m’emaon. Ha ha
ha ! N’eo ket peogwir e kontan mod ar vro ha me rouzet
evel toull revr ur c’hoz m’eo bet abuzet ma mamm
wenn gant ma zad du pe ma zad gwenn gant ma mamm
du. Evel er c’hoari echedoù, sañset eo ar re wenn da

86
SARWAR

c’hounit bep gwezh. Kenkoulz tennañ ma mad diouzh


spered rivinet ma amezeg senadour-maer.
— Ya, Ronan. Ne ouian ket re holl hag eñ eo bet gwallet
ma mamm gant ur batailhon Senagaliz pe ma zad gant
ur vandennad gisti e Bang-cock. Ar pezh zo sur eo on
galloc’h evit ar C’hallaoued, bretonoc’h evit ar
Vretoned.
— Hama, ne sona ket memes mod ken ma ’h out ur
penn breton o tont war e giz diouzh ur vro estren. Me zo
digor ma c’halon ouzh ma broiz, kompren a rez ?
kontant on da reiñ dorn dit mes evel-rezon n’allan ket
sikour tout an dud ma-unan, da bep hini sikour tud e
vro. Ma vijen saoz, ’m bije roet dorn d’ar Saozon du
dianket er vro, ma vijen alamant – Doue vo benniget,
n’on ket na ne vin –, ’m bije roet dorn d’an Alamanted
teñval o c’hroc’hen, ma vijen bet italian, ’m bije…
— Tapet eo kompren ganin, Ronan. Hir al listenn, berr
an amzer. Chomet eo ma breudeur ha ma c’hoar em bro
c’hinidik hag an Dalibaned n’oulont ket leuskel ar
c’habestr diwarne. Etre gwir Vretoned, gwir Frañsizien,
gwir tud gwenn (sklaer pe deñval mes gwenn memes
tra), emaon o vont da zispakañ ur sekred dit…
— Hag e c’hallez ober, stummet on bet da glevet
anezhe, senedour on ha pa oan bihannig tra on bet er
c’hatekiz gant meur a veleg. An traoù kuzh — gant un h
c’hwezet — a anavan e-giz sav-chutig sekretourez an ti-
kêr. E c’hallez divec’hiañ da galon rektal, ma mabig.
— Emañ ma breudeur war an hent da Lampedusa, dre
an Iran hag an Turki…

87
An Aotroù maer

— Sant Jakez en Turki, seizh seurt langaj da barlantiñ,


hir eo an hent da vont dezhi.
— Ma c’hallan delc’hen gant ma c’haoz, aet ar prizioù
araok gant ar brezelioù, ar c’hevratoù kuzh etre Europa
hag an Turki evit kas an divroidi diwar-dro pe bac’hañ
anezhe ba’ kampoù euzhus, tost da bemzek mil euro an
den hudu an deiz, ken ne c’hallin ket paeo se un eilvet
gwezh araok bloaz an erc’h du. Hag evit ma c’hoar…
— Ar merc’hed n’eo ket ken dañjerus o jeu kar war
BFM ’m eus gwelet la eo an dispac’herien yaouank a
vez dibennet e-kreiz ar ru gant an Dalibaned. Bac’het er
gêr ha gwisket e glas penn kil ha troad gant ur grilh evit
aveliñ o daoulagad, gwashoc’h zo, n’eus ket ? Ne vo ket
lazhet ar c’hannnerezed, ar c’heginerezed, ar farderezed
bugale ma faot dit tapout ma ali. Ali pe Mohammed ?
Ha ha ha, ar vretoned zo fentus mes ar vrezhonegerien
zo deñved, hañ ? Mailhed war an dikoniñ, kompren a
rez, Leon ?
Ali. Leon. Ronan. Sarwar. Piv zo piv ? Piv zo ar
wirionez gantañ, ar c’hi eus ar vro, e soñjoù strizh ha
digor e galon pe ar paotr eus Estrañjouria, ar foeter-bro
bet gwelet pep tra tra gantañ ha degemeret e nep lec’h.
Ya, marteze on arru fall d’an dud rak gwelet ’meus re a
draoù, menezioù ken uhel o lein ken ne dap ket an
ererioù kludañ warnañ, kêrioù meurdezus eus ar
grennamzer ma vez difennet soniñ hag ober skol d’ar
merc’hed. Ya, an nen a faot dezhañ klevet traoù skañv a
bik e galon met diwar-c’horre, gwelet traoù kriz met pas
euzhus betek chom dic’hoant dirak e steak-fritez hag e
vannac’h gwin. Ya, an nen a faot dezhañ bout eürus, met

88
SARWAR

pas tarzhañ gant al levenez ken kaz vefe tammoù kig un


tamm pep lec’h peg ouzh ar mogerioù, traoñ-krec’h.
N’eo ket aes din daremprediñ tud ar gornaoueg ha neket
abalamour m’emaint gwenn-kann e-giz kachedoù-
aspirin. Ne ouian ket, re skañv emaint, ar merched
hanter-diwisk, ar baotred troet gant ar boeson, Doue
ebet ouzh ar stur, peseurt mod goût war peseurt tu mont,
hini ar Mad pe hini an Droug ? Dreistoll pa ne soñj an
dud uhel, ar bolitisianed, ar pennoù embregerezh ba’
mann met ba’ kreskiñ o bern. Da nebeutañ, ba’ du-mañ,
ha pa veze start al labour, rust ar vuhez, sonn ar
reolennoù, skort ar gwenneien e veze tud tro-war-dro
kontant da reiñ an dorn dit, ar familh, ar c’hendirvi
kompez, an neskerent hag ar bellgerent, frealzus e-giz ur
vandennad saout er pradeier. Setu ar pezh a vank din
amañ : emaon digavandenn ha n’eo ket peogwir n’em
eus ket kavet mignoned met peogwir on bet diheñchet
diouzh ur vuhez plaen ha kempenn e-giz oan stummet
da vont d’he heul.
Ne ouian ket re-holl hag-eñ emaon o ruzañ ma spered
abaoe pell, ar pezh zo sur ’vat eo emañ egile all, an
aotroù Duk, Ronan ar senadour-maer o sellet ouzhin,
alvaon, dislutet e zaoulagad. Moarvat ’meus rasklet ma
c’horzailhenn evit divegañ ur frazenn bachtounek pe
dic’hoûget un dañvad gant ur gontell kement ha ma
dorn. Ne gredan ket ’vat, ur penn brezhoneg a oar
raskañ e gorzailhenn kenkoulz hag ur penn afghan ha ne
welan ket ur ster gwad o tiruilhañ eus ma mañchoù. Bet
on en Iran, Turki, Rusi mes ivez e Sweden, Alamagn,
Itali. Tud a-feson ’m boa gwelet e pep lec’h, tud droch

89
An Aotroù maer

gouennelour betek gwrizioù o empenn m’o dije unan. E


Breiz ’vat, ’m eus adkavet sioulder ma bro, tud a blij
dezhe c’hoari ar vandennad saout, tud digristen mes ne
vank ket kalz a dra evit reiñ feiz dezhe en-dro e-barzh
un dra bennaket all, doueoù an natur pe ur gwir Doue
madelezhus gant implijidi ne douchont ket ouzh ar
vugale.
— Sarwar-Leon, un atak-pouloud pe un AVC emaout
oc’h ober amañ-giz-amañ ba’ ma jardrin ? Lâr din
diouzhtu ma c’halvin ar bomperien, ar medisin hag an
amezeien evit ar chapel wenn.
— ’Rez ket bil, Ronan. E c’hellan c’hoazh kerzhet dek
metr evit dont war ma c’hiz ba’ ma jardrin da greviñ.
— Ha ha ha ! Ur farsadenn n’eo ken. Ret deoc’h deskiñ
distignañ toull ho revr en Estrañjouria. N’eo ket ken
gwazh ar vuhez eno, geo ? Ma vije, e welfemp se war
BFM, n’o deus ket pikol tra da lâret neuze me soñj la
ma vije traoù hudur ba’ ho pro, e kasfent ur reporter,
hañ ? Senedour on, goût a ran eus petra zo kaoz er bed
a-bezh, memes tra.
— Ronan, te zo paotr mat hag un deiz bennaket e kontin
dit eus al liammoù etre ar soudarded amerikan hag an
Dalibaned a labour evite ha a ziwall ar parkadoù pavot
war o anv. Ur c’henderv din ba’ an arme oa ba’ skipailh
prefed ma rannvro hag en deus gwelet gant e zaoulagad-
eñ ar c’homandant amerikan goulenn gant hor prefed
chom hep tennañ war o c’hamaladed taliban. Ra vin
tanfoeltret ma pentan gevier, n’eo ken met ar wirionez
wir, siwazh deomp !

90
SARWAR

— Graet ’meus Leon diouzhit peogwir e komañsen


kaout joa ouzhit mes ma pregez din eus traoù kuzh, eus
traoù ne zlefe ket kuzhat ur senedour, da neuze e lakez
ac’hanon ba’ ur pezh mell pikol pej hag e rankin
disoñjal ar pezh ne ’meus ket klevet biskoazh, Sarwar ar
penn estrañjour.
Setu, azv eo evel un aval kozh preñvedet.
E c’hellfen mont kuit a-zirak e gomzoù droch a heizez
pennfollet. Re a amzer ’meus kollet gantañ ’vat. A-
rampadoù e treuzan e dachenn, e tigoran an nor-brenestr
a sko war e jardrin hag e kouezhañ a-blad-korf war e
wellañ kador-vrec’h.

Klevet a ran ur bual hernet war ma lerc’h, o c’hwezañ-


dic’hwezañ e-giz p’en defe tapet un tenn fuzuilh e-kreiz
e dal. Ruz, fuloret, Ronan n’eo ket ken an aotroù maer
hegarat a stard dornoù a-vil-vern war blasenn ar
marc’had eizhteiz araok ar votadegoù.
N’emañ ket Ronan evit distagañ an disterañ ger. Re
sec’h e lañchenn a soñj dezhañ moarvat kar lammat a ra
gant ur voutailhad whisky hag ur werenn lous ma weler
c’hoazh roudoù druz e vuzelloù.
Waouw ! Aes ar gador, lêr flour, boutonioù a-gleiz evit
diskenn da gein, a-zehoù evit sevel da dreid. Ur bouton
all a santan, ne ouian ket da betra servij, ur bouton bras
ha pa sellan mat, ur bouton ruz. Dispourbellet daoulagad
moan Ronan e-giz vefe bouton ur vombezenn nukleel.
Ha piv oar ? Hennezh zo senedour, memes tra, ba’

91
An Aotroù maer

bodad an Difenn ar pezh a dalv e oar traoù top sekred


war an armoù nukleel. Ha ma vefe aet un vombezenn
gantañ dindan kuzh, e lost e oto. Piv oar ? Ne gemerin
ket ar riskl vefe skinoberiant ar saladen hag al laezh e-
pad hanter-kant vloaz, nann da’ !
Evit aveliñ ma fenn, e taolan ur sell war ar saloñs.
Ronan zo ul louarn. Eus an diavaez, ne vefe ket lâret.
Nann, un ti na bihan na bras, un adti mod kozh a bep tud
d’al lojeiz pennañ. Eus an diabarzh, n’eo ket ar memes
soubenn, marbr, delwennoù houarn pe koad, livadurioù
bras-divent gant tud tri mil brudet. Me ne ouian ket kalz
tra diouzh pinvidigezh mod Europa, mod an
Afghanistan ivez, gwir eo, klevet ’meus gant mignoned
pell. Mes an traoù brav hag an traoù diaes d’ober a
c’hallan anaout diwar ar c’hentañ gwel.
N’eo ket bet kavet an arc’hant-se dindan troad ur gazeg.
Da begement e sav gopr ar senedourien ba’ vro-mañ ?
Pas a-walc’h evit prenañ seurt kinkladurioù,
kreouichenn un tigr dirak an oaled.
Ur penn-leue on. N’on ket jenet gant arc’hant ar re all
pa vezont gounezet gant al labour. Amañ n’on ket sur.
Ne lâran ket n’emañ ket Ronan o labourat (ne labour ket
R.)mes ul lodenn vat eus ar segal ne zeu ket eus al
labour, anat eo.
Tri banne whisky diouzhtu, toull founilh. N’eo ket
sec’hed an hini eo ha n’eo ket sevended ivez, n’en deus
ket profet netra din ha me kouviet gantañ koulskoude.
Torchañ a ra e c’henoù ken kreñv ken e chomont ruz e-
pad hir amzer goude. Skeiñ a ra palv e zorn kleiz gant e
zorn dehoù serr. Ur simbol n’eo ken, reiñ a ra din da

92
SARWAR

gompren e c’hallfe skeiñ ganin ma ne lakan ket ba’ ma


soñj plaenañ ar jeu ha dont en-dro d’ar gêr.
— Petra a faot dit, Leon ? Kement a draoù ’m eus klevet
diwar da benn, ur paotr labourus, sentus, doujus.
— Hum, tout ar gerioù en – us emaout o vont da
zibunañ din ?
— Ha mont war ma c’haoz, biskoazh c’hoazh ! Goût a
rez piv on ? Maer ha senedour ! E c’hallfen lakaat
ac’hanout en toull-bac’h e-korf div difretadenn.
Chaokañ a ran ma soñjoù c’hoazh kar sachet-desachet
on c’hoazh ganit. Evit ar wezh diwezhañ e c’houlennan
ganit « Petra ’faot dit Leon ? »
Krenn ha krak. A-eneb ma zro-spered, a-eneb ma
c’hultur, a-eneb ma relijion :
— Sikour ac’hanon. Ma breudeur a rank dont amañ.
— Ba’ ma saloñs ?
— Amañ ba’ Touelleg, du-mañ. Rez ke biloù evit da
dapisoù ha skultur ar vorganez koad, N’int ket laerien
na n’int ket.
— A-hent-all ?
— N’an ket da varc’hata ganit, da brometiñ dit mil marv
skrijus ma ne rez ket ar pezh a c’houlennan ganit. Evel-
just, ma ouife tout an dud ba’r barroz pegen mat eo da
whisky ha pegen ker da oberennoù-arz n’on ket sur
n’afent ket da votiñ muioc’h a-gleiz, goût a rez, evit an
dud a soñj dezhe n’eo ket ingalet mat ar pinvidigezhioù
etre an dud.
— An dud a vev diwar an RSA, ya, an dud a ra dek a
vugale hag a douch pemp euro (500 ? 5000?) bep miz

93
An Aotroù maer

tra ma vez ar re all o kiañ evit gounit o zamm kreun, sed


aze da du kleiz.
— Kiañ evit gounit o zamm kreun ? Eveldoc’h-c’hwi,
senedourien? C’hwi eo ar chas a dap un RSA aour dre
forzh fornikañ etre produerien lezennoù ha journalisted.
Gant ar vezh ruz.
— Ul labour eo, memes tra. Da vreur, daou, tri, pevar,
’meus ket soñj, c’hwi zo lapined, ’fin, re verr eo ar
vuhez. Un tamm plijadur ne ra ket droug d’an den.
Telefoniñ a rin da ma c’henderv, sekredour stad ar
Surentez Diabarzh, hemañ a ra war-dro an OFPRA, an
Ofis evit ar Repuidi hag an Apatrid. Kavet ’meus ur
labour paet-mat en OMS neuze e kaso an dorzh en-dro
d’ar gêr.
— Ha ma c’hoar ?
— Abuziñ a rez. Ma ve laeret pe palforset e-kerzh ar
veaj e vo rebechet din neuze ne lakaan ket anezhi ba’r
marc’had, re a riskloù zo. Chom a ray er gêr, ba’ da vro
pe te a ray war he zro, n’out ket mankard, geo ?
— Dindan pegeit amzer e c’halli asuriñ din ’vo mat ha
pegoulz vint amañ ?
— Ba’ ma saloñs ?
— Ba Touelleg, du-mañ.
— Ah ! N’em eus ket lizher digor. Mont a raimp da heul
lezennoù ar vro kar tud onest omp araok pep tra. Tri miz
ur wech ma vint amañ.
— Ba’ da saloñs ?
— Ha ha ha, Leon. Dont a ri da chaseal ganin,
c’hoarzhadeg vo etre ar pemoc’h gouez o wikal ba’ e
gaoc’h hag e wad ha ni oc’h evañ ur bannac’h lagout

94
SARWAR

goude merenn araok mont da zispenn roudoù ur c’harv.


Ba’ ma saloñs ! Ha ha ha.
— Ha penaos e teuint amañ ? Diwar nij ? Ne c’hallont
ket dont gant ar valizenn diplomatek pe gant un nijerez
e-giz oa bet graet evit kantadoù a repuidi e 2020.
— Aet eo an esañs araok abaoe ha re vihan ar valizenn
evit lakaat daou pe dri den e-barzh, anat dit. Diwar nij !
Ha ha ha. Deus da chaseal ganin, berroc’h vo ma amzer
gant un istrogell a-seurt ganit.
— Din eo d’ober tout al labour, d’ober da ma breudeur
kuitaat ar vro, treuziñ ar bed.
— Ya ’vat mes an diaesañ zo en Europa ha me zo ’vont
da leuskel anezhe da zont tre e Frañs gant ma ne vint ket
gwelet e lec’h all, evel-just.
— Degouezhout a rint en Itali, dre red.
— Gant na vint ket diskoachet gant ar valtouterien
araok treuziñ an harzoù peotramant e vint dublinet en
Itali hag e rankint chom en Itali da c’hortoz un aotre ha
ne vin ket evit ober netra evite.
— War ar priñsip, e sikouri anezhe da dapout o
faperajoù, Ronan, ma mignon ?
— Evel-just, ur wezh graet, e embannimp pennadoù
ba’r journal evit en ems ziskouez asambles. Tud
yaouank, emzivaded war ar marc’had, mac’hagnet gant
an Dalibaned. N’int ket estrañjourien ken, harozed ne
lâran ket. Diskouez din ur foto dioute, brav int, gwell-a-
se. An euzhviled, an dud diharak ha razhet-fall ne
zegasont ket truez ar voterien. Lez da gouezhañ, n’out
ket evit kompren keusterenn an dudjentil.
— Mersi dit, Ronan.

95
An Aotroù maer

— Mann ebet, Leon. Goût a rez, ne ran ket se peogwir


’em eus aon diragout. Ur paotr kalonek hag entanet out
hag ac’h a betek penn e soñjoù, kousto pe gousto, se a
blij din. Gant resped dit, ne ran ket foutre kaer gant da
vreudeur kar n’anavan ket anezhe ha den ebet ne dapo
ket tra ebet diganin dre nerzh. An hini diwezhañ en doa
klasket ober, ur c’hazetenner anezhañ, zo bet brevet
pennoù e zaoulin e-barzh un aksidant dic’hortoz hag
ouzhpenn da se e oa e-barzh e gav, stag e zivrec’h hag e
zivarr ouzh ar voger war-bouez kerdin. Un
gwallzarvoud maleürus. Kavet eo bet gant daou pe dri
Boloniad, mignoned din a labour evidon etre bep div
wezh, mes siwazh oa skoset al loen a-benn neuze. Ha ha
ha diwar-nij ! Ha ha ha ba’ ma saloñs. Ac’hanta, ev’ ur
banne whisky, pennduig, ne sikouran ket an evourien
dour. Hag evit lâret ar wirionez dit, e-barzh ur wisky
40% zo muioc’h a zour evit a alkool, geo, geo ’at.
Diouzh ar red n’eus ket remed. N’evan ket boeson rak
difennet eo gant Allah hag ouzhpenn n’em befe ket
c’hoant da goll ma self-kontrol diwar re jiletennad.
Emañ-eñ o tiskenn ur banne en ur werenn all, ur werenn
naet. Setu ar machin daonet-se dindan ma fri.
— Dal, Leon, n’out ket ur jilgog. Hast buan, aferioù all
’m eus da dretiñ.
— Ronan, ne evin ket se. N’oblijan ac’hanout da zebriñ
legumaj hep kig, n’obliji ket ac’hanon d’ober traoù ken
dinatur all, n’evin ket.
— Ha ha ha, legumaj hep kig ! Te ’blij (Plijañ ‘rez) din,
paotr. Yec’hed dit, trinkañ a ran ganin ma-unan e-giz-se
vin ket ampoezonet da nebeutañ. Ha ha ha. Nemet hag

96
SARWAR

un dra bennak am befe da rebech din hep goût din.


Yec’hed mat dit, hig, hig, hig, hourra d’ar bihannig ha
d’an hini kozh, marv-mik.
— An troioù lâr ganit a ta e-giz ar wirionez, e-giz ar
foerell. Govellet war ar prim. Se ra din mousc’hoarzhin
na mui na ken.

97
13
AN DALIBANED II

Lopata ouzh an nor. Ne blij ket din skeiñ evel pa vijen


un ofisourez-polis da c’hwec’h eur diouzh ar mintin.
Droed ’meus da zont tre met ne gustuman ket ober
araok klevet mouezh an den zo o chom eno. Ne glevan
seurt met ur ganaouenn a vouezh penn mouget gant
klemmoù, marteze soniri hengounel a Roumania pe a
Norzh Afrika, n’on ket evit lâret resisamant. Nemet un
den o ouelañ vefe…
Bountañ a ran war an nor. Yec’hed d’ar bihanig, hig,
hig. Ha d’ar Sarwar mar-mik. Emañ en e blegoù war ar
sofa, e benn etre e zaoulin ken e lârfe an nen ur voull
gig o teuler begeliadennoù mantrus bep ma tostan outañ.
Ma dorn pozet war e skoaz, emaon o c’hwitellat
Toutouig, ul luskellerez evit ar poupennoù e-ser kribañ e
vlev gant ma bizied. Bep an tammig e ya war sioulaat.
Ur paotr kreñv evel un tarv dir eo hemañ ha m’emañ o
leñvañ n’eo ket peogwir en deus torret un dant en ur
zebriñ un tamm nouga. Sant Nouga, pedit evidomp,
c’hwi hag a zo deuet a Hibernia. Trelatet on gant
Iwerzhon, ma fec’hed bihan a anzavan. Neuze ma
99
n’emañ ket o ouelañ gant e zant, petra zo kaoz ’ta, ur
Bounty roet gant ur beleg dianket ?
Digor e bellgomz hezoug war ur foto nevez-resevet.
Fidamdoulle ! Penn e vreur bihan distummet gant ar
boan hag e c’har ruz gant ar gwad.
Emañ Sarwar o parañ e zaoulagad ruz warnon. Dihunet
m’eus anezhañ gant mann met ma zrubuilh moarvat,
ken kizidik eo paotr-se.
— Itron Maïchan, ra vihet meulet, c’hwi hag ho tiegezh,
ho kwaz hag an holl gerent a vev dindan ho toenn.
Gloazet-minabl ha gwad-tout e vreur met demata a ra
memes tra, dibuniñ formulennoù brav hag a ra tomm
din. N’eo ket ur bedenn tri mil gwezh dibunet gantañ.
Nann, ur gwir griadenn eus an diabarzh, kalon-ouzh-
kalon evel ne ra den met ar re digor o ene ma zo eus
seurt traoù. Ne lâran grik, tostaat e zorn ouzh ma beg ha
reiñ un añ flour evel ra ar mammoù d’o bugale en
poanioù bras dalc’het.
— Itron Maïchan, Munawar, ma breurig a c’hwezeg
vloaz zo bet tapet lous e-barzh ar voskeenn. Ar mollah
oa o tibuniñ e bedennoù da Allah hag ur vandennad tud
gouez zo deuet a-greiz-tout, digoret an norioù a-frap ha
tennet war tout ar fideled a-lazh-ki gant o c’halashnikov.
Tri den lazhet, ugent gloazet abalamour da ma breur all
n’en deus ket bet c’hoant da vont gant ar vuntrerien-se.
Kuzhet Nasrullah e Kaboul neuze o deus klasket an
traoù dinatur-se en em veñjiñ war hor c’humuniezh.
— An Dalibaned n’int ket afghan, n’int ket tud eus ar
vro trelatet gant ar relijion, koulskoude ?

100
SARWAR

— Ac’hanta, ar re-se o deus gloazet ar Mollah. Tud


dizesk int ha mouchet o bizaj. N’eus ken met unan a
gomz diwar dek. Goût a rez perak, itron Maïchan ?
— Aon o deus da vout anavet ? Neuze tud eus ar vro ?
— Aon o deus e vefe anavet o zaol mouezh pakistanek,
se an hini eo. Estrañjourien int.
— Ah ya ? Soñjal a rae din oa ar memes yezh ha taol
mouezh a bep tu d’ar menezioù etre Pachtouned an
Afghanistan ha reoù ar Pakistan ?
— Re wir eo. Se zo tud a ta eus pelloc’h c’hoazh,
Pakistaniz met surtout Tchetchened, Azeried3 hag all,
paeet gant an Dalibaned. N’o deus ket droed da gaozeal
evit ne vo ket anavet an taolioù-mouezh estren. Ha
gwashoc’h c’hoazh, ur wezh oa bet tapet ur vandennad
dioute, gronnet gant biñs-askelloù eus hon arme.
Paperajoù, kartennoù-anaoud gante, ha goût a rez piv
oant ?
— Pas re holl.
— Pakistaniz, tud eus ar servijoù sekred. Ar re-se ’ta da
stummañ torfedourien a bep seurt a-estren-vro. N’eo ket
me ’meus empentet se.
— Chit, chit, chit. ’H an da reiñ ur banne dour fresk dit
da sioulaat da soñjoù du ha goude-se ’to urzh da gontañ
din petra zo degouezhet gant Munawar bihan, pas araok.
N’eo ket o ouelañ dourek emañ, nann. Dour-lammoù
Iguazu o tont eus e zaoulagad ken ne staoto ket ken e-
pad pemzetez.

3 Ha n’eo ket Azeried du-mañ evel vez lâret e brezhoneg ar Sarthe. Ar


bismigourien eo bet mesket ganin Azeri ha Azerbaïdjaned. Gwir a-walc’h kar
re hir oa da skrivañ, hirroc’h c’hoazh an notenn-draoñ neuze…

101
AN Dalibaned II

Kas a ra ar mic’hi d’ar solier. C’hwezhañ a ra e fri,


dousig, tro-kein din. Ne ouier ket a-walc’h mes an dud,
bras pe bihan, er broioù-se a zoug ur sevenedurezh
puret, blizidik, gizioù gwriziet e toull revr ar big-bang,
un tamm evel pa vijent bet ganet pell amzer araok ne oa
deuet al loened kentañ war an Douar, evel pa vijent
gwarded ur bed kozh-Noe ma veze an annezidi a-unan
gant an Doueed. Iskisat sentimant, deskrivet fall kar ar
gerioù savet gant an dud zo re strizh evit treiñ ar
joaiusted a beg ennon, an uvelded a zimanstr ma ego
p’en em gavan gant Sarwar.
Emañ o tiskenn ur banne te din, sonn e vrec’h. Ur
mousc’hoarzh seven en deus amzer da gas war ma zu.
Sed aze ur sevenadurezh eus ar re goshañ, n’eo ket an
hini ma tro pep tra en-dro d’an enor ha d’an dizenor
evel er Japan, nann, unan kodifiet ivez ken ’h eo
kodifiet mes gant nebeutoc’h a ardoù, ha c’hoazh. Nann,
evit gwir, ne ouifen ket lâret petra zo dibar e-barzh
sevenadurezh an Afghanistan.
— Salam Alaïkhoum, Itron Maïchan, penaos emañ kont
gant da familh ?
Gwaskañ a ran war ma c’hoant difronkañ. Penaos ’ra an
dud-se, hag i gant an hanter eus o familh lazhet hag an
hanter all boureviet, evit goulenn ganit penaos e ya ar
bed ? Penaos ?
— Alaïkhoum salam, Sarwar, mat, bennozh Doue dit ha
gant da hini, ma mignon bras ?
— Ac’h !

102
14
BIG HEART : KALET AR VI

— Itron Maïchan, n’on ket marv met mestr François en


deus lâret din mont d’an urjañsoù kerkent ha diouzhtu.
Ha n’eo ket evit kas ac’hanon.
Berr ar bellgomzadenn gantañ. Hemañ zo rust e gorf
ouzh ar boan hag e spered ouzh an anken. Neuze, nag a
nevez ? Plantañ a ran tizh en oto. Bez e ouian n’eo ket
sañset an nen da dapout 110 km/h war an hentoù bihan,
dindan ar glav pa vez o tibaseal un trakteur ledan en un
droienn-hent. N’on ket evit padout gant an enkrez, piv
vefe ? Ma c’hallfen kreviñ kezeg ma oto dindannon evit
mont fonnusoc’h, e refen laouen.
Stardañ a ran mort dirak e ranndi dirapar. Ul lamm-
sailh ha me o nijal a-us d’an diri e-giz pa vefen ur
tasmant o tont war e giz goude e dorfed. Pe goude bout
bet lazhet vefe reishoc’h.
Ur taol-bount hag an nor digoret a-strak.
Emañ ar mabig en e souchoù tamolodet en e
c’holoenn. Anoued en deus pe diriboulet e-barzh ur
poullad digoanag. Pakañ a ran e benn gant ma
mouchouer satin glas. O vervel emaon gant ar c’hoant
goût mes moustrañ a ran warnon. Komzo pa gomzo.

103
Da c’houde eur viken, e ra ur c’hrug d’e c’hroñj.
N’intentan ket petra emañ e-sell da reiñ din da gompren.
Marteze emañ o tiskouez an div follenn war an daol
dindan e bellgomz-godell;
Ul lizher digant un avokad, mestr Wattfer.
Un sms digor a-berzh ur serten François.
Blinket en deus e zaoulagad din da d’ober ul lenn
d’an daou.
Bardi ha bardo. « War anv an embregerezh Big-Heart,
e sinifian deoc’h oc’h skarzhet kuit kerkent ha bremañ
p’och bet tapet en ur biladeg war greiz ho lec’h-labour.
Skarzhet oc’h evit faotenn bonner, hep digoll na mizoù.
N’ho peus ker droed da lakaat ho troad war tachenn an
embregerezh dindan boan a boursu. Ha bardi ha
bardo. »
Hag egile all, an SMS a-berzh François. Mont a ran
em c’hoazhez peogwir e kredan er sinoù. François-se ne
c’hall ket bout drouk, François e-giz François d’Assises
a c’houll gant an den mont en e goazez e-giz Bernadette
Spirou a c’houll gant an den digoumanantiñ diouzh
Tintin. N’emaon ket pell diouzh ar berlobiaj, ’meus aon.
Ya loukez ac’hanon ! François ar chef bihan e Big
Heart. François-se a ziluy ar plegennoù-arc’hant pa ne
c’houll ket Euroviandes paeañ e eurvezhioù ouzhpenn
da Sarwar hag a ro alioù fur da vont d’an ospital ha da
sevel klemm. Sur a-walc’h e teu da dapout keleier fresk
digant Sarwar ha da ginnig dougen an dorn, reiñ e
desteni d’ar polis pe…. Lennomp.
« Sarwar, tapet out bet war an tomm e-barzh un
emgann lous gant kamaladed dit. Diaes din kemer perzh

104
SARWAR

en ur wall-blegenn ar seurt se, muioc’h c’hoazh sevel a-


du ganit ha dont d’ar c’homiserdi. »
Kouraj. Un deiz vo bravoc’h an amzer.
Putin c’hast ! Mab ar giozenn ! Sac’h kropet !
Biskoazh c’hoazh, diwisket mamm-gozh en noazh !
Yudaz, ar patron bihan jentil a dec’h dindan e aon dirak
ar pennoù bras. Ha Sarwar, ar paour kaezh treu en deus
lazhet e gorf, a chom war greiz ar roudour, en e unan.
Gant ur prosez da zont, dilabour, blacklistet en holl
embregerezhioù diwar-dro, sur ha n’eo ket marteze.

— Itron Maïchan, e c’hallez dont bremañ ?


Berr ar bellgomzadenn gantañ. Hemañ zo rust e gorf
ouzh ar boan hag e spered ouzh an anken. Neuze, nag a
nevez ? Plantañ a ran tizh en oto. Bez e ouian n’eo ket
sañset an nen da dapout 110 km/h war an hentoù bihan,
dindan ar glav pa vez o tibaseal un trakteur ledan en un
droienn-hent. N’on ket padout gant an enkrez, piv ne
vefe ket ? Ma c’hallfen kreviñ kezeg ma oto dindannon,
e refen laouen.
Stardañ a ran mort dirak e ranndi dirapar. Ul lamm-sailh
ha me o nijal a-us d’an diri e-giz pa vefen ur tasmant er-
maez eus e gorf o tont war e giz goude e dorfed. Pe
goude bout lazhet vefe reishoc’h.
Ur taol-bount hag an nor digor a-strak.
Emañ ar mabig en e souchoù tamolodet en e c’holoenn.
Anoued en deus pe diriboulet e-barzh ur poull digoanag.
Pakañ a ran e benn gant ma mouchouer satin glas. O
vervel emaon gant ar c’hoant goût mes moustrañ a ran
warnon. Komzo pa gomzo.

105
Big Heart : kalet ar vi

Da c’houde eur viken, e ra ur c’hrug d’e c’hroñj.


N’intentan ket petra emañ e-sell da reiñ din da gompren.
Marteze emañ o tiskouez an div follenn war an daol
dindan ebellgomz-godell;
Ul lizher digant un avokad, mestr Wattfer.
Un sms digor a-berzh ur serten François.
Blinket en deus e zaoulagad din da d’ober ul lenn d’an
daou.
Bardi ha bardo. War anv an embregerezh Big-Heart, e
sinifian deoc’h oc’h skarzhet skuit kerkent ha bremañ
p’och bet tapet en ur biladeg war-kreiz ho lec’h-labour.
Skarzhet oc’h evit faotenn bonner, hep digoll na mizoù.
N’ho peus ker droed da lakaat ho troad war tachenn an
embregerezh dindan boan a boursu. Ha bardi ha bardo.
Hag egile all, an SMS a-berzh François. Mont a ran em
c’hoazhez peogwir e kredan er sinoù. François
d’Assises a c’houll gant an den mont en e goazez e-giz
Bernadette Spirou a c’houll gantañ digoumanantiñ
diouzh Tintin. Ne soubomp ket e mojennoù Anatol Braz
evit kac’hat war ar seblantoù ha pa vefent en anvoioù.
Ya loukez ac’hanon ! François ar chef bihan e Big
Heart. François-se a ziluy ar plegennoù-arc’hant pa ne
c’houll ket Euroviandes paeañ e eurvezhioù ouzhpenn
da Sarwar hag a ro alioù fur da vont d’n ospital ha da
sevel klemm. Sur a-walc’h e teu da dapout keleier fresk
digant Sarwar ha da ginnig dougen an dorn, reiñ e
desteni d’ar polis pe…. Lennomp.
Sarwar, tapet out bet war an tomm e-barzh un emgann
lous gant kamaladed dit. Diaes din kemer perzh en ur

106
SARWAR

wall-blegenn ar seurt se, muioc’h c’hoazh sevel a-du


ganit ha dont d’ar c’homiserdi.
Kouraj. Un den vo bravoc’h an amzer.
Putin c’hast ! Mab ar giozenn ! Sac’h kropet ! Biskoazh
c’hoazh, diwisket mamm-gozh en noazh ! Yudaz, ar
patron bihan jentil a dec’h dindan e aon dirak ar pennoù
bras. Ha Sarwar ar paour kaezh treu en deus lazhet e
gorf a chom war greiz ar roudour, en e unan. Gant ur
prosez da zont, dilabour, blacklistet en holl
embregerezhuioù diwar-dro, sur ha n’eo ket marteze.
Stourm dizehan, setu programm ar vuhez. Hunvreal a
ran e-barzh tud en em glev mat. An debr hag an dag,
n’eus ken met se etre an dud.

107
15
KABOUL AIRPORT

Dao, dao, dao !


Peder eur beure. Ar jañdarmed ne ouiont ket an eur ken
peotramant eo cheñchet al lezenn a zifenne oute
distrujañ an norojoù araok c’hwec’h eur. A-wezhioù, e
soñj din emañ ar Frañs war un hent fall mes pa ta ar soñj
eus Kaboul, na gac’hit ket tachoù, Frañsizien, un tamm
lañs ho peus c’hoazh war ur vro kouezhet er c’haos.
Difaragoelliñ ne c’houll ket kalz a amzer.
— Oh, Leon, me eo ! Digor fonnus ’ta ! Me eo !
Setu me e-barzh. Evit gwir, n’eo ket me mes ar
senedour-maer.
— Ronan, oas ket pedet un tamm diwezhatoc’h ?
C’hwec’h ? Dek eur ?
— Nann ’vat, oan ket pedet tamm ebet. Fissa ’meus
graet kar un notenn emaon o paouez resev eus ar C’hae
Dorcel evel a reer diouzh ministrerezh an Aferioù Estren
gant ar festoù hudur vez aozet bep sadorn kentañ eus ar
miz. Kontant int da laosken da vreudeur da vont gant an
nijerez. Met an Amerikaned hag ar Frañsizien zo o vont
kuit hag a laosk tout an traoù a-sklabez war o lerc’h. Ur
109
bern teil ! war a lârer. Biskoazh gwashoc’h. An
Dalibaned o deus laket o c’hrabanoù war kreiz-kêr hag
emaint e trowardroioù an aerborzh. Pevar checkpoint
zo, tri dalc’het gante, unan gant an Amerikaned. Kas da
vreudeur bremañ-diouzhtu. Gant ar gwagennadoù a dud
o klask tec’hel diouzh ar vro. Ro ma anv dezhe.
Normalamant, e vint laosket da dremen gant an
Amerikaned. Gant an Dalibaned, se zo un afer all.
Goulenn gante distrujañ kement tra a c’hallfe diskouez o
deus bet liammoù gant Europa ken kaz e vefent tapet
gant mestroù nevez ar vro.
— Penaos an diaoul a c’hallin ober e ken nebeud
amzer ? Ha ma breur bihan toullet-didoullet e c’har gant
boledoù an tiraned.
— Goul’ gant e vreudeur dougen anezhañ ? Pe klask a
raimp kas anezhañ er-maez ur wezh all met matreze
’walc’h e vo re ziwezhat a-benn neuze. Hast fonnus,
’lâran dit. N’eo ket ur farsadenn eo. Tapet omp gant an
amzer. Un eilvet chañs ne vo ket.
Sed aze ar Frañsizien hag en o zouesk e lakan ar
bolitisianed eus Breizh : « Nebaon, ober a ran war-dro
pep tra. Mestr on war an dachenn. Kontroliñ a ran pep
tra, m’en tou deoc’h. » Ha div eurvezh war-lerc’h
« Dehastit, tudoù, emañ tout an dud o vont da vervel
nemet un den ha c’hoazh grit hep soñjal kement tra a
lârin dit. Peoc’h bremañ, goulenn ebet ha bezit laouen,
aze emaon ganeoc’h. » Diefedus kar n’eus ket den ebet
evit kompren ar mekanik ken. Deuet eo ar melestradur
un euzhvil bev ne c’hall ket an den kemer e greñv
warnañ.

110
SARWAR

— Tapet eo ganin. Neuze e vo daou eus ma breudeur.


Ma c’hamalad a ra war o zro ne laosko ket ar bidoc’hig
gloazet en e unan ba’ Kaboul. Khalid ha Nasrullah.
Skriv mat o anv evit ar C’hae Dorcel.
— Quay d’Orsay, echu eo c’hoari bremañ. Gortoz a rin
amañ ba’ da saloñs ken ne vo disoc’h ar jeu. Sur-
awalc’h n’eus tra met te glas da evo ba’ da loch. Ne vern
ket, deuet zo ur biberoñiad traoù kreñv ganin.
Hag eñ da zispakañ ur voutailh Jameson hanter-leun a-
zindan e borpant.
Iskis eo an dud amañ. Pa vez start ar jeu en em daolont
er boeson e-giz pa vefe aesoc’h diluziañ an traoù diwar
o botoù ront ha tommet d’o fri. Inch Allah !

Setu kaser ar pellgomzadennoù d’am breudeur ha da ma


c’hamalad, kamalad hon familh a-viskoazh a ra war-dro
ma zri breur hag ma c’hoar. Kas a ran arc’hant dezhañ
bep miz mes n’eo ket kalz a dra diouzh ar bec’h a zoug
war e chouk, bemdez-Allah, ober war-dro pevar den
yaouank n’o deus ket droed da vont er-maez eus e
ranndi diwar abeg ebet, ur ranndi bihan e kreiz-kêr
Kaboul ma rankont bevañ gant gwreg ha bugale ma
c’hamalad, ra vo santifiet e anv, dezhañ ha d’e wreg
Bibi ivez. N’eo ket troc’het an internet c’hoazh mes ne
bado ket. Sañset int da gas un sms din seul wezh ma vo
tremenet ur checkpoint. A-benn pevar sms e vin
disammet da vat. Emañ ma breudeur ba’ an nijerez,
koulz lâret. Ha ni d’en em vriata er Bourget war an

111
Kaboul Airport

tarmak dirak ar gazetennerien o filmañ an eürusted pe


kentoc’h efedusted servijoù ar Republik evit mont war
sikour un dornad estrañjourien. Ne ra ket forzh gant vo
ma breudeur amañ. Daou vreur, gwir eo, pas Munawar,
pas ma c’hoar, mes n’eo ket fall dija. Difraostet an
dachenn.
— Ah ! Ronan ! Setu an sms kentañ. Treiñ a ran dit.
Kement a dud zo o tiflukañ a bep lec’h ken emañ soubet
an Dalibaned ha n’o deus ket bet amzer da glenkañ an
traoù. Kreñvoc’h an aon da chom ba’ Kaboul evit an aon
da vout diskaret gant o boledoù. Ne bado ket. Tremenet
ar gloued kentañ gante, ne vez ket harzet nemet un den
diwar dek, emeze.
— Mat, mat. E-giz-se vo kont betek ar fin, setu ma soñj
hag hini ar servijoù sekret. Amzer ’momp ’font da
zegas miliadoù a dud araok ’ vo klozet an harzoù.
Yec’hed mat deoc’h holl, hemañ zo ’vont da goll !
Ne ouian ket hag-eñ e tremen fonnusoc’h hebioù gant
kloukadennoù whisky. An dra nemetañ on sur dioutañ
eo ’vo beuzet e avu re araok an noz. Ur jiletennad ar re
washañ.
Un orolaj mod kozh, koad, a dap en tu all da dri metr
uhelder, trouz ingal ha kazus ar valañsinenn, a don bep
kard eur. Bep gwezh e ta ar goukoug er-maez, ur wezh,
div wezh, teir gwezh diouzh ma vez ha kard, hanter pe
nemet kard.
Daou c’hant metr pe se zo etre div gloued. Lakomp e
vefe ret troc’hañ an hent etre ar barroù dud peg-ha-peg.
Lakamp e vefe ret dezhe diskouez o faperajoù da dud
vleup ha dizesk. Da neuze, un hanter-eurvezh, da vuiañ-

112
SARWAR

tout un eurvezh a zlefe bout sufis evit tremen ar gloued.


Pas muioc’h nemet ha diaezamantoù dic’hortoz a
savefe.
Ouzhpenn un eurvezh tri-c’hard goude, e resevan un eil
sms. Emichañs n’int ket bet korbellet a-zirak ar
checkpoint. Ma c’halon a darzhfe kerkent.
— « Ronan, lenn a ran dit ha ne ouian ket c’hoazh eus
petra zo kaoz. Ma tegouezhfe nep droug gante, n’em
befe ket nerzh a-walc’h da adlenn ar c’heloù fall dit.
Sachet ha desachet omp bet a-gleiz hag a-zehoù e-giz
deñved er menezier. Ken pell amzer omp bet o c’’hortoz
dirak an eil dor ken oa aet an esperañs diganimp. Netra
ne fiñve ha gwazh-a-se pa oa komañset an traoù da
cheñch, hon eus gwelet tri zaliban o skourjezañ bugale
ha merc’hed oc’h ouelañ en-dro d’un ofisour bazhataet.
A-greiz tout, un ofiser taliban en deus dic’houinet e
sabrenn ha dibennet ar paour kaezh paotr, ur spiour war
gopr gant an Amerikaned, a-hervez. Ur pikol bountadeg
war ar gloued hag ar vrigadenn soudarded beuzet dindan
ur mor a dud zo oblijet da lezel kantadoù a dud da
dremen, ni en o zouesk. Ar fouetoù a strake ken e
strakent, diroget roched Khalid hag aet un tamm eus e
skouarn gant ar fouet met ne rae forzh. N’hen doa ket
amzer da zastum an tamm diwar-nij. Dirak ken gwadek
bizaj e oa bet digoret an trede kloued gant ar soudarded
taliban. Ne chome ken mes an draf, ar gloued diwezhañ
da dremen. An hini aesañ. Sañset e oamp d’adkavout
Abdulrahman ma c’henderv zo o labourat gant ar
Amerikaned evit aesaat hor jeu.

113
Kaboul Airport

Dres d’an ampoent-se, zo bet melloù tarzhadennoù er


gloued norzh, tri c’hilometr pelloc’h hag er su, tri c’hant
metr pelloc’h gant ar checkpoint 4. Tri c’hant metr
c’hoazh betek ar frankiz. Den ne oar petra zo bet.
Sañset eo EI, ar c’halifad islamek en doa c’hoant da
ziskouez ne oa ket kap an Dalibaned da zifenn o bro evit
goulenn partatjo ar galloud.
Ne oar ket an nen. Ar pezh zo sur eo eo bet serret ar
gloued gant an Amerikaned ha den n’emañ ket evit dont
e-barzh ken. »
— Fidamdoulle, Kernevad ! Riñset ar stal hag ar
voutailhad war ar memes tro. N’on ket evit padout ken
gant ar c’hoant kousket hag ar c’hoant staotañ, ne ouian
ket dre beseurt hini komañs. Ar C’hae d’Orsay zo a-
baouez lâret din n’eus tra d’ober nemet gortoz. Klasket
vo un tu all da guitaat ar vro ur wezh ma vo bet
tremenet ur serten amzer hebioù.
— Ar pezh a sinifia ne reont ket foutre-kaer ken, din eo
d’en em zemerdiñ. Ma revr gant ar pichoù blot-se !
— N’eo ket politikamant dereat a lârfe an den. O seizh
posubl war’n ugent ’neusont graet ha piv a c’hallfe
tamall un dra bennak dezhe, pas me atav.
— A-du gante emaout. Setu a rebechan d’ar
bolitisianed, re bell emaint diouzh ar vuhez. Evit gwir
emaint pell diouzh buhez ar re all kar ma vefe o familh
b’al lagenn, on re sur e kavfent un diskoulm e div
zifretadenn.
— Teod fall, seul vui seul c’hoazh. O seizh gwashañ o
deus graet a lâran ha n’eo ket sufis dit. Petra ’faota dit,

114
SARWAR

pezh divergont. Ne welez ket pegiz pregez din,


senedour, arouez divreinus ar Republik peurbadel.
— Alonzanfandelapartouz, lejourdegloaraidanlabouz.
Na daolez ket pled, ur yezh estren n’eo ken. Ma, mar
komprenan mat, ne c’hallin ket konto ’met war an den.
— Dav dit kompren, Sarwar, na gontez ket warnon ken.
Ma lâr Ar c’hae d’Orsay eo echu, ne sinifi ’met un dra :
echu eo. Marv eo an esperañs.
— Pa oan bihannik tra, veze lennet traoù din gant ar
molah da c’houde ar pedennoù. Hudu an deiz n’on ket
sur oa hallal mes an istorioù a gonte din a rae din tridal.
Ar c’hitab (c’h-kitab ?) al Azif, levr an djinn a yud en
dezerzh ha soñj mat ’meus eus ur frazenn : n’eo ket
marv ar pezh zo o kousket da viken, hag a-hed an
oadvezhoù e c’hall mervel ar marv.
— Ma ’mije gouiet, e vije daet ur magnum Whisky
ganin ha n’eo ket eus un dienn skornet zo kaoz. Mab ar
c’hast, ar gin en dezerzh en deus diskaret meur a zen,
’meus aon. Noz vat dit. Klev ’ta ! Ribot da soñjoù hag
an amann kaoc’h a zay diwar-se a daoli d’ar blotoù.
Ober a ri festoù familh dre Skype div pe deir gwezh ar
bloaz ha mat pell zo. Peoc’h bremañ.

115
16
AR CEAS

Er beure-mañ emañ ar gentel c’hallek evel bep sizhun


da zek eur. E strollad 2 on bet lakaet. Ne ran ket forzh
gant an notennoù hag al liveoù evit un abeg mat, ne
ouian ket da betra dalvont. Ha ma ouifen, ne gredan ket
e vefen levezonet gant seurt traoù, ar c’hontrefed
memes.
Daveadurezh machinoù Europa evit ar yezhoù. A1. A2.
B1. Konto a ran evel a gontan, perak lakat ul lizherenn
sifret pe ur sifr lizherennet warnon ? « Biñ ya mes tud ar
prefeti ne roint ket un aotre all dit ma ne zeskez ket un
tamm galleg a-feson. » Setu pozioù plac’h ar CEAS, an
asosiasion a ra war-dro ar c’hentelioù galleg e
Kemperled. N’on ket politizet mes ma vize ur
gouarnamant distag e Bro ar C’hrec’hioù, ’mize tapet
ma faperajoù ha pif paf pouf, ma spered vefe distouf.
Un deiz bennaket e savin ur vanifestadeg e Kreiz-Breizh
evit en em zistagañ diouzh loened brein ha fagnaj ar
C’hae Dorcel. Da gomañs ’h an da desko un tamm mat a
c’halleg.
— Bonjour Sarwar, comment vas-tu ?
117
— Ca va, ça va. Merci et vous ? Les enfants, votre
mari ?
— Bien mais j’aimerais que tu nous parles de toi ou de
ce que tu veux pour progresser en français.
— Bien sûr et les enfants et votre mari, ça va bien avec
eux ? Comment est le monde avec eux, ’at ?
— Sarwar, tu mets trop de structures afghanes dans ton
français, mallac’htou, c’est pénible tant que tant. Tu
n’auras pas de goût en français tant que tu mélangeras
les langues, mon mignon. Qui parlera dans sa place ?
N’eo ket dre ma faot, Maïchaine hag araoki (Balboa) ma
daou saover a Greiz-Breizh ne eent ken met e brezhoneg
ouzhin neuze, diouzh ma savpoent ha n’eo ket
gwashoc’h evit hini Ronan, an estrañjoureg nemetañ
din-me eo ar brezhoneg, ma yezhou-me eus ma bro ar
pachtouneg hag an darieg. Hag ur bomm turkeg,
drailhajoù alamanteg hag italianeg, ma cara, que dici da
una sera all’ cinema i un buon ristorante e la notte 4 e la
mia casa.
Me zo ponner ma spered, ret anzav. Ne oa ket skañv,
nag a-bell nag a-dost, pa oan degouezhet e Breizh mes
e-soñj oan da adwelet ma familh dindan berr amzer.
Hudu, evel bemdez Allah, e welan dremm ma c’hoar ha
ma breudeur e milouer ar sal-dour pa vezan o staotañ.
N’arruan ket da soñjal ba’ traoù all, neuze deskiñ ur
yezh nevez, yezh ur vro na c’houl ket lezel ma breudeur

4 Pa soñjer mat, perak lakaat ar bommoù estrañjourek en italik hag ar


bommoù « evel ’faota » e romain ? Ha tutti quanti ha vice-versa, n’eo ket ur
ghetto, sed aez ur goulenn direspont. Da neuze, ret din italiko ar galleg ha
m’am bije skrivet hanter-ouzh-hanter brezhoneg ha galleg, peseurt hini vije
bet italiket ?

118
SARWAR

da zont tre hag a ra gant ma c’hoar evel a ra an


Dalibaned, lezel anezhi a-gostez evel disterdra. Me zo
pell re bonner ma spered.
’H an da c’hortoz ma vo disoc’h ar gentel evit toullañ
kaoz gant tud all, kement ha dont amañ, kenkoulz tenno
mad eus se. Ken hir eo ken on komañset da fichfichal
war ma c’hador. Un afghan all, ne welan ket anezhañ
gwall alies, tres skuizh warnañ, a gav hir e amzer ivez.
Ober a ran un hej d’am fenn sa 5 dezhañ. Ha setu ni er-
maez.

Pachtouneg troet (fall) e brezhoneg


— Salud, ra vi degemeret gant Allah pa ’to enoret
anezhañ a-walc’h war an tamm douar patatez-mañ.
Emichañs e ’h a mat pep tra gant da dud, da vugale, da
wreg mard dout dimezet dirak Allah.
— Salud, mat pep tra ganin dre c’hras Doue hag en e
anv benniget e c’houlennan kement ganit hag e pedin
evidout hag evit da re ha pa vefent chomet er vro pe o
kantreal amañ e broioù gouez ar C’hornaoueg. Piv out ?
— Ur paotr o klask ober d’e vreudeur dont betek
dezhañ. Mil boan ’meus ha seizh gwezh kement all a
boan ba’ ma c’halon pa soñjan ba’ ne. ’Tiwadañ emañ
ma spered hag an takennoù gwad a laoskan war ma
lerc’h e kement lec’h ma ’h vezan, war kement den a
rankontran, takennoù gwad hag anken mesk-ha-mesk.

5 Etrezek ennañ, evit ar re o deus mizer gant ar pempvet rannyezh, brezhoneg


ar Reter-pellañ.

119
Ar CEAS

— Hama ? Ha perak ’teus ket kaozeet eus se gant gwaz


da vamm-maeronez ?
— Gwaz ma mamm-maeronez ?
— Na c’hoari ket da beroked ganin. N’out ket na bouzar
na sot, Sarwar. Tout an dud, Afghaned hag all, a anav ar
Wrac’h.
— Ar Wrac’h ?
— Ar Wrac’h ? Ya, ar Wrac’h. Sot eo hemañ. Ganet ar
Gwener da noz goude ar silzig. Maïchan le Doze.
— Maïchan Cadiou.
— Biskoazh kement all ! Tri boled e kalon ar
struskañval !
— An Itron Maïchan zo ur sorserez ha dimezet war ar
marc’had ?
— Ya, n’eus ket liamm ebet etre an daou ’at.
— N’he deus ket liamm ebet gant he gwaz ?
— Hopala ! An daou, liamm ebet etre bout ur sorserez
ha bout dimezet ? Te kompren pe te pas kompren ?
— Dimezet eo Maïchan ? Da biv an diaoul ?
— Biskoazh gwashoc’h ! Un taol sabrenn da doullgofañ
ar moc’h ! N’eo ket dimezet evit gwir ha c’hoazh, mes
strobet eo gant an Tad Budog.
— Gant he gwellañ kamarad ?
— Evel a lârez, he gwellañ kamarad. Mes n’eo ket evit
pediñ en iliz. Pe diwisket en o noazh dirak ur pezh mell
goulaouenn-goar a lârfen a-walc’h.
— Ne gomprenan…
— ’Teus ket gwelet tarv ha buoc’h pe marc’h ha kazeg
er vro ?
— Pas ba’r voskeenn atav.

120
SARWAR

— Ah Sarwar, penn inosant zo ac’hanout ! Strobet int.


— Ma vize gwir, he dize lâret din.
— N’eo ket sur kar emaint o vevañ er pec’hed. Memes
ba’ Europa ne vez arru mat d’an dud, ar veleien gant
merc’hed.
— Nann, marsen, mes ne welan ket pec’hed e-barzh, pa
h’ eont gant bugale, geus ’at.
— Petra zo kaoz e lârez seurt traoù din ?
— He gwaz an hini eo ar paotr a gaozean diwar e benn.
Un roñfl jentil, un iskis a zen ne varn ket an dud, un den
a iliz ne ra ket forzh eus da relijion, ha pa vefes
muzulman, yuzev, kristen pe un azeuler da vMacron pe
d’e genderv Baal-Moloch.
— Hemañ a oar penaos aozañ beajoù dindan guzh etre
hor bro hag ar Frañs. Nag un taol-chañs !
— N’eo ket se a lâran, gant hor rouedad e teuy da
vreudeur betek un tu bennak war an aod e reter Italia.
Dont a rint war o zroad betek du-se ? Treuziñ a rint ar
menezioù war gein un azen hag i n’ouzont ket an
disterañ poz italianeg pe saozneg ? Ne rint ket, feiz ha
kaset vint war o c’hiz evel loened arajet betek ar
bevenoù etre Turki hag Iran. Ha ma klaskont treuziñ
diwar o danvez o-unan e vint diskaret a-daolioù fouet pe
a-daolioù boledoù. Me lâr dit, dont betek harz Europa
zo start met treuziñ n’eo ket un hanter-dra ivez. Ur
c’henderv din oa degouezhet dra an tu all betek harzoù
Bulgaria. Ar re-se so sovajed; laosket o deus o melloù
chas warne hag o deus diframmet an hanter eus e
zivorzhed, un euzh, an dud-se zo mil gwashoc’h evit
loened gouez. Ba’ poull o c’halon n’eus nemet skorn.

121
Ar CEAS

N’omp ket laeron, c’hoant bevañ hon eus, netra ken,


c’hoant bevañ evel tout an dud.

122
17
AN TI-BANK

Crédit spéculatif de l’Ouest, ultra kreiz-kêr Kermperle.


Ar wirionez en he noazh. Lod-kaer eus an tier-bank a
bost o arc’hant ba’ traoù ekolo, doujañs ouzh an Douar,
splet bihan sur-awalc’h mes ar beizanted vez gwelloc’h
paeet. Ba’r c’hredit Spek evel a lârer amañ e ouier e vez
laket an arc’hant ba’n embregerezhioù evel Total,
LVMH. An dra-se a ro labour da vugale pemp bloaz a
c’hall magañ o zud dizant a-drugarez deomp; ha gant an
arc’hant espernet e c’hallint soagno ar c’hrign-bev a
bego en e skevent da zek pe douzek vloaz evit ar re
goshañ. Sklaer ar jeu, filouterien, muntrerien ya ’vat
mes muntrerien onest, resped dezhe.
Maouez an draf a anavan evit ur gwel, laerezh a ra
legumaj ha boutailhadoù gwin e Lidl pa vezan o prenañ
defotachoù. Traoù a galite a gaver e Lidl, tud ivez.
Seven ouzhin atav, ur vaouez a-vicher, dibleg, onest
evel m’emañ tout an dud er C’hredit Spec, diouzh o
mod.
— Ya, Aotroù, demat. Petra ’faotfe dezhañ kaout ?
Ur vaouez seven etre daou oad, kentoc’h koshoc’h
evit yaouankoc’h mes gant drast ar boeson eo start goût,

123
c’hwezhet he bizaj ha n’eo ket gant al lorc’h pe al lorc’h
pemp (war ar boutailhoù ul litr e kaver 6) steredenn.
N’on ket paotr ar boeson, n’em eus ket bet c’hoant da
dañva, n’eo ket halal ouzhpenn da se, ha pa welan se,
vez ur ranngalon din. Kouezho ba’n toull da-unan ha pa
grapi en-dro, ma teuez a-benn d’ober, petra ’chomo
diouzhit nemet ur bern kig trist.
— Ya, mat ar jeu ganeoc’h ? Un dizourer ho poa
degaset d’ar gêr en dro all ?
— Un dizourer ? E ouian pisat hep sikour den ebet !
— Un dizourer frouezh eus Lidl, dilun tremenet.
— Ya, e c’hellan dizourañ berjinez ha tomatez ivez.
Ar berjinez eo ar gwellañ.Petra ’faotfe dezhañ ?
— Din ? Tapout tregont mil euro en arc’hant
diouzhtu.
— Tregont mil ? Ha pegoulz ? Ha perak ? Hag evit
piv ? Ha petra vo graet gante ? Ha pegoulz ? Ha perak ?
— Tregont mil diouzhtu. C’hwi zo un ti-bank. Tapout
a rit un tamm arc’hant diganin evit miret ma zamm bras
a arc’hant e surentez, se an hini eo ma ’meus komprenet
mat. Mes n’oc’h ket eus ar polis ha neuze e ran ’pezh a
garan gant ma grifoù, n’eo ket gwir, Itron Berjinez ?
— Al lezenn eo. Ur follenn zo da gargañ evit Tracfin,
dezhe da zispenn roudoù an drafikerien arc’hant lous,
arc’hant an opiom ha ne lâran ket se a-gaozen d’ho
kroc’hen, bezit sur eus se.
— Bezit sur ’meus kred ennoc’h, itron mes ne z’in ket
kuit ac’hamañ gant ma sakodoù leun a avel.
— Aotroù, e c’hallit kargañ ho sakodoù gant flyeroù
brudañ evit an OPCVM, an asurañs-buhez pe kement tra

124
SARWAR

a gariot diwar ar prezantouer. Mes n’em eus ket urzh da


reiñ kement a arc’hant deoc’h. E rankit pellgomz deomp
tri devezh araok da nebeutañ, pas tapout ouzhpenn
pemp mil euro bewech ha c’hoazh ne ’meus ket tapet an
aotre digant ma rener.
— Galvit eñ, raktal. Chom a rin amañ evel un
delwenn, diflach ha digas(?) ken na tay ur c’hliant e-
barzh hag e taolin yudadennoù e-kreiz e fas betek ma
redo kuit d’ar pevar lamm ruz.
— Gourdrouzoù ?
— Ne ran ket se ’at. Lâret a ran a pezh a rin hag ober
a rin ar pezh a lâran, na mui na ken.
Sioulder ar feulster zo efedusoc’h evit ar sioulder e-
unan ha memes evit ar feulster e-unan rak sioulder ha
feulster n’int ket breur ha c’hoar nemet pa vezont gant o
mamm, ar follentez hag o zad, ar spered.

Me soñje din la eo ar rener vefe daet. Moarvat ne fiñva


ket hep e skeud, e vreur, e vignon kleiz, ’fin ne ouian
ket a-gaozen da berak zo war e lerc’h ur pikol marc’h-
mul. Ha mut ar machin-se.
Ar paotr kran, un abid satin glas hag ur gravatenn
gantañ, e vlev plaket gant gomina peotramant gant
amanenn moeltr e-giz rae ar Gelted kozh. Drol e kavan
se, lakat druzoni espres-kaer ba’r blev, dont a ra ent-
naturel a-walc’h.
— Aotroù Sarwar, me eo Jean-Bernardin de Kermeur
ma anv, rener ar C’hredit Speculatif ha mignon d’ar
ministr, e peseurt mod e c’hallan dont war ho sikour
p’ho peus klevet digant ma c’henlabourerez e rankit

125
An ti-bank

kargañ ur formulaoueg B52, unan ne darzho ket etre ho


taouarn hu hu hu, goude e rankomp resev un aotre
digant Tracfin hag er fin e rankomp gortoz dek devezh
da gaout ar guchennad arc’hant eus Pariz. Kafe du pe de
glas ?
— Tout ar c’hemmadurioù n’int ket mat d’ober, Aotroù
Rener. Ne evan ken met gant ma mignoned. Ne
c’houlan ken met un dra, tregont mil lur e bilhedoù.
— Evit ?
— Ma breudeur.
— Naon du o deus ?
— Ya pe de glas. Evel tout an dud en Afghanistan abaoe
m’eo stoc’het arc’hant an ONU.
— Trist eo, evel-just. En Afghanistan emañ ho preudeur,
bro an opium, an Dalibaned, ar relijion ret ? Ac’hanta,
n’eo ket mat d’an arc’hant. Ne c’hallan ket lezel ho
arc’hant da vont kuit di.
— N’int ket ma arc’hant ken ?
— Geo, evel-just mes n’hallit ket reiñ ho arc’hant da
varoned an opiom, a-eneb lezennoù hon demokratelezh,
kompren a rit, Aotroù. Ho arc’hant zo evel ho pugale.
Droed ho peus d’ober ar pezh a garit gante nemet ma
wallgasit anezhe e vint tennet diganeoc’h gant
diwallerien al Lezenn.
—Afer ’meus eus ma arc’hant, diouzhtu peotramant e
serran ma c’hont.
— Ya hag e rin ur chekenn deoc’h mes ne viot ken
avañsetoc’h evit kement-se. Gortoz pell, gortoz gwell.
— Emañ ma breudeur e dañjer a varv, n’int ket bet
sikouret gant ho pro vrein, ho ministred vrein, ho

126
SARWAR

mignon brein. Ma ne guitaont ket Kaboul e varvint gant


ur boled en o c’hokenn pe gant an anken. Goût a rit
petra eo se, an anken hag an aon da vout diskaret en ur
ruig teñval.
— Ha ha ha, so typical, I love you, guy. Eüruzamant
n’ouzon ket petra eo, en ur vro sivilizet emaomp.
Labour zo ganin war ar stern, lezel a ran ac’hanoc’h
gant paotr ar surentez a ziskouezo deoc’h an hent da
vont er-maez.
— Ober a rit al lu ganin ? Goût a-walc’h a ran peseurt
mod mont kuit ac’hamañ. Hag e ’h in kerkent ha m’ho
po roet ma zraoù din, ma zregont mil euro e tammoù
paper. Laer ! Laer ! Harz al laer !
— Skamp kuit, klasker bara. Emañ al lezenn a-du
ganeomp. Ma ne zistan ket dit, e vi kraouiet en toull-
bac’h ha ’to netra da zebriñ ’met kig-moc’h, loen fall zo
ac’hanout.
O c’hrozmolat emaon hep goût din : « Ma ’h eo se ar
bed modern, divleupo an dud, laerezh o arc’hant e-
skeud trafiko al lezennoù e kavan gwell ar broioù mod
koz. ’H an da welet Maïchan kerkent ha diouzhtu hag he
gwaz kuzh, ar beleg ken kaz e c’hallfent gervel an
drouskperedoù hag o Doue e slip gwenn war ma
sikour. »
— Hopala, paotr !
Aet oa ar rener diwar ma zro hag a-greiz-tout eo daet
war e giz, gwenn-kann ha dour-c’hwez-tout e zremm
disleberet. Ar foerell moarvat, ne zebran ket boued-mor
a-gaozen da se. Tapet en deus krog ba’ ma skoaz,
santout a ran e alan karget, gwelet a ran e deod gwenn

127
An ti-bank

karget. Petra zo ken ponner dezhañ ? Klask a ran treiñ


ma fri diwarnañ. Pegen souezhus eo gwelet kement a
nerzh en e zaouarn o ivinoù gwerniset.
— Dispeg diouzhin, rener. Arru on ôg gant gant da
jestroù. N’on ket feuls mes n’ez ket da abuziñ,
chuchuenn.
— Anaout a rez Budog hag ar Wrac’h ?
— Maïchan zo evel ur vamm din. Ha neuze ?
— Alies e vez droukkomprenet al lezenn. Ho preudeur o
deus c’hoant da vont war o studi pe da zigeriñ ur stal,
netra furoc’h, neuze ho peus c’hoant d’en em welet evit
peurlipat ar marc’had. Setu ur sinadur amañ ha mat pell
zo, n’emaoc’h ket o vont da goll ho amzer, Sarwar. Ha
lârit boñjour da Vudog ha da Vaïchan ha displegit dezhe
dre ar munut pegen prim eo bet diskoulmet ar gudenn ha
pegen efedusoc’h on evit tout ar tier-bank tro-war-dro.
Ur madig ho po, ur banne kognak Remi Martin XO ?
Ken ar c’hentañ gwel. Aze vo an arc’hant dindan tri
devezh. Lârit dezhe oa un droukkompren pe gwelloc’h
c’hoazh, na lârit netra dezhe nemet pegen prim on bet.
Kenavo, kenavo. Ur sac’had madigoù evit ho pugale ?
N’ho peus ket hini ebet? Evit bugale hoc’h amezeien,
geo, geo.

128
18
ARAOK KOAN

A-benn un eurvezh, ez in gant ma c’hoan(1) d’ar


presbital, pedet gant Budog. Amañ n’on ket daet a-benn
da gompren hag-eñ e tleen bout d’an eur, pe gwelloc’h
dont gant dale evit diskouez e oan ur paotr kool en deus
kalz traoù d’ober. Ba’ du-mañ — pa lâran du-mañ e vez
kaoz eus an Afghanistan a-wezhioù mes muioc’h-mui
eus ar Frañs pe memes eus Breizh –, ba’ ma du-mañ
kentañ neuze, ne veze ket kement a bellgomzoù, teleioù
a ziskouez an eur d’an nen noz ha deiz. Dont a reomp
d’ober gwel d’ar re all pa vez echu al labour ha hir al
labour neuze e chom an abardaevezhioù hag an
nozvezhioù pe ar rañkontroù war an deiz. Bevañ a ra an
dud tost an eil d’egile dre ma n’eus ket kalz a venvegoù
ha setu hor bez afer eus sikour hon amezeien. Ne ouian
ket kalz a dra eus istor Breizh hag Europa mes
santimant ’meus oa memes kont amañ kant vloaz zo.
Muioc’h a labour, nebeutoc’h a arc’hant, muioc’h a
liammoù, nebeutoc’h a frankiz, krak-ha-berr e lârfen an-
dra-se.

129
Se zo kaoz emaon o treiñ ha distreiñ dre ruioù bourk
Touelleg. Echu oa ganin kargañ paperajoù evit ur
c’hamalad din, unan all ’m boa da sikour mes se vije
padet betek nav eur noz, gant kargañ an doser ha
dreistholl gant fardañ an te ha kontañ eus ar vro hag eus
ar familh. Pe amzer hon eus d’ober an traoù evel zo
dleet pe ober a raimp ur wezh all, n’emaomp ket o vont
da hastañ pe da vastariñ al labour a-gaoz d’un orolaj.
Se ra drol din, bout ma-unan hep ober netra nemet
gortoz.
Ne bado ket ’vat, war-var pe war-fall.
Ur bikez pe ur gebenn – ne ouian ket ken peseurt anv a
jaoj ar gwellañ outi – a daol gwikadennoù skiltr, aet
omp an eil a-benn d’egile peogwir ne sellemp ket
dirazomp nag an eil na egile.
— Ne c’hallit sellet dirakoc’h, paotr yaouank, e
c’hallfec’h bout roet lamm din traoñ ha me torret ma gar
ganin, kaset d’an ospital war an daolenn operata ha
marvet gant ar c’hleñvedoù nozokomial, klevet ’peus
kaozeal eus ar-se memes ma n’oc’h ket bet gwall-bell er
skol evel tout an dud yaouank, hiriv an deiz. Diwallit
n’afen da zougen klemm. E c’hallfen mont betek ar
prosez, goût a rit ! Graet ’meus meur a wezh pa oan
yaouankoc’h mes arru on skuizh bremañ, difenn ar gwir
n’eo ket diouzh ma oad ken. Na respontit netra, sot oc’h
pe mut ?
— Ne welan ket da beseurt koulz e c’hellfen bout
plantet ur frazenn ba’r jeu, Itron Le Doze.
— Ah, anavout a rit ac’hanon ? Gwir eo ’h on mil
brudet. Ha c’hwi, sellomp a-dost rak heñvel-poc’h eo ar

130
SARWAR

re zu an eil ouzh egile a gav din. Ah ya, an Afghan,


Afghan ar stered, Starwars. An dud estren ne reont ket
forzh gant tud ar vro.
— Konto a ran brezhoneg kenkoulz ha forzh peseurt
brezhoneger amañ ha konto a ran brezhoneg kalz
gwelloc’h evit 95% eus ar ar Vretoned all ne ouiant ket
ur poz brezhoneg. Geo, kenavo evit lâret bonjour. Neuze
piv eo an estrañjourien ba’ ho pro ?
— Ar yezh zo un dra, liv ar c’hroc’hen un dra all. Kultur
ar Frañs, n’oc’h ket evit kompren, c’hwi an estrañjour.
— Gon, gon. Kultur Sarkozy ha Balkany, kultur
Moussah Darmanin, kultur Eric Zemmour. Tout an dud-
se ne oant ket galloc’h evidon araok dezhe dont brudet.
Pa vin aet depute, piv a lipo ma revr ?
— Oh ! Gant ar vezh ruz. Perak oc’h ken tost d’an iliz ?
E-soñj emaoc’h da lakaat ur vombezenn. Evel-just, ne
lârot netra. Ma tigorfec’h ho chupenn, e c’hellfen gwelet
ho kouriz dinamit.
— Ma tigoran ma chupenn, e welihet emaon en noazh
dindanni.
— Oh ! Gant ar vezh du.
— Ma, arru eo an eur. Emañ an tad Budog o c’hortoz
ac’hanon evit koaniañ. Kannaded an Aotroù Jezuz ne
blij ket dezhe pa vez graet al lu gante. Troet an
dorfedourien e delwennoù holen pe pulluc’het gant ul
luc’hedenn. N’on ken met ur paour kaezh estrañjour
evel a lârit, ma zamm buhez ne dalv ket ur bramm ki,
sur-awalc’h mes n’oulan ket mervel re abred neuze on
aet kuit…

131
Araok koan

— Pedet gant Budog ? N’oc’h ket na gwenn na kristen


na badezet ? C’hwi zo vont da skaotañ al listri ha da
gempenn an ti moarvat ? Kalon vat en deus an tad
Budog.
— Ponnerglev oc’h. Pedet on da goan, a lâran deoc’h.
— C’hwi zo vont da geginañ evitañ, hama, kompren a
ran gwelloc’h. Droed ho peus da labourat ? Emañ ho
paperioù war o reizh ? Kar an Aotroù Maer en deus lâret
din la oac’h ’klask degas ho preudeur d’hor bro hep
aotre ebet. N’ho peus ket droed.
— En arvar emaint etre krabanoù an Dalibaned. Ma
vent kavet gante, e vint diskaret a-daolioù mein pe
Kalachnikov.
— Trist eo met al lezenn eo al lezenn. Ret dezhe gortoz
o viza.
— Ar Frañs an hini eo ne ra netra evite. Koulskoude e
kargan doserioù abaoe m’o deus pemzek vloaz, marv
ma zud pell zo. O zad-paeron on met gant al lezenn
c’hall, dre n’on ket na tad na mamm dezhe n’on ket evit
goulenn ur rapprochement familial.
— Goulennit gant un depute pe kaozeit eus se d’an
Aotroù Maer met al lezenn eo al lezenn. Dura lex sed
lex eme hendadoù an aotroù Pozidoni, eus en tu all da
Gemperle. Ret cheñch al lezenn ha goude vo mat.
— Kompren a ran. Emaon o c’hortoz abaoe pemp
bloavezh (bloaz ?) en aner.
—E rankin gelver ar PAF, Polis an Harzoù evit dispenn
ho roudoù ma z’ it da Estrañjouria evit degas ho
preudeur amañ. N’och ket paotr fall, Starwars, n’it ket

132
SARWAR

da drubardiñ ho pro nevez. Evit sikour ac’hanoc’h e


lâran se deoc’h.
— Ne daomp ket d’ho pro evit ar blijadur, sankit se don
ba ’ho kokenn. Gant ar mod ma vezomp degemeret er
Frañs, peseurt sodeien vefe kontant da zont ?
— Setu an estrañjourien. Klaskit dont war o sikour hag
e tantont ho torn. Loened brein anezhe tout. Mat,
trugarekait an Tad Budog a ro labour deoc’h. E-giz-se
emaomp tout en Europa (ar C’hornôg dreist-holl),
brokus ha karantezus ouzh hon nesañ. Doue d’ho
pennigo, Starwars ha labourit mat.

(1) e vin gant ma c’hoan er presbital pe ez in da dapañ


koan d’ar...

133
19
FISKOAN GANT BUDOG

(Koan hepken, rak evel ma lâre ma mamm-gozh :


Fiskoan goude koan / a lak an anaon e poan)
Dao dao dao !
An dro-mañ n’eo ket ar polis war dor an estrañjourien,
torfedour dre natur. Klask a ran goût piv oa an den
dreistdonezonet en doa ijinet ar meizad « estrañjour ».
Kar, evit gwir, ma ne vefe ket milionoù a dud kontant da
lâret int disheñvel diouzh ar re all ha damheñvel etreze
ha gant se o deus laket gwirioù dezhe (evite ?) o-unan,
ne vefe ket bet savet bro ebet. Sur a-walc’h eo
abalamour m’on un estrañjour, ne c’hallan ket kompren
se.
An dro-mañ n’eo ket ar polis, me zo o lopañ war an nor,
dor ar presbital e lost un hentig a gammigell en ur
jardrin dalc’het mat, etre un ivinenn ha bodennoù
bokedoù-kaouled glas. Petra ar c’hurun emaon oc’h
ober amañ e-barzh santual ar gristenien ?
Setu an tamm koad o wigourat war he mudurunoù
eouliet-fall, war he dreñv un den paket-mat, damvoal,
stered en e zaoulagad. O chaokat un dra bennaket araok
ar pred. War-nes kemer ar gaoz emañ ken e c’hallan

135
profitañ eus ur gwel meurdezus war ar flastrenn tammoù
melen ha du war e lañchenn. Chips hag olivez moarvat,
evit gwir, n’em eus ket c’hoant da c’hoût hirroc’h. Un
sin vat eo memes tra kar diouzh ’meus bet gwelet, an
dud na n’int ket evit kuzhat ar boued en o genoù n’int
ket evit kuzhat ar soñjoù en o c’hokenn. Ken e c’hellfen
sevel war ar prim un dro-lavar hengounel evel « Genoù
digor, soñjoù digor ». Se ra din c’hoarzhin ennon ma-
unan. Ar beleg gwisket en du a gred dezhañ emaon
seder dre natur :
— Ah ! An dud a c’hell c’hoarzhin dirak un den estren a
zo digor dorioù an neñv dezhe ! Sot emaint pe prim o
spered ar pezh n’eo ket gwall disheñvel pa soñjer mat.
Ront eo ar voull-douar.
— Ya ? Salaam aleikhoum, Tad Budog ! Me ivez ’meus
plijadur o welet ac’hanoc’h penn-ouzh-penn. Kement a
dud o doa kontet diouzhoc’h ken ne baden ket ken gant
ar c’hoant dont.
— Maïchan he deus komzet dit ?
— An Itron Maïchan ? E… Ya ’vat, sur-walc’h. Pas, en
em vanket ‘meus. Ur c’hamalad din a gonte din eus
c’hwi hag hi, ar pezh a faota din lâret eo…
— Doue a wel e zeñved, paotr yaouank, an deñved du o
ene a glask gwennaat o blev met liv o c’halon ne cheñch
ket gant ur bramm hud hag an deñved gwenn inosant a
skoer mein gante re alies. Chom a rez mut. N’out ket
paotr ar parabolennoù, koulskoude emaint stank-ha-
stank e-barzh ar C’horan, n’emaint ket ?
— Gemaint. Ba’ du-mañ n’a ket an den war gaoz an dud
a iliz, war forzh peseurt abeg bennaket ’vefe. Un den

136
SARWAR

sakr oc’h, Tad Budog en ho pro. Doujañs ’meus ha sed


aze tout.
— Deus tre ’ta ! Na chomez ket e toull an nor. Pebezh
ostiz zo ac’hanon e-giz pa vije ma c’hentañ kouviadenn
ganin. Deus tre ’ta ! War aze.

Biskoazh kement all !


Ne lâran grik ha delc’hen war ma zeod a glaskan ober.
N’eo ket aes koulskoude.
Kar kerkent hag am boa lakaet ma zroad en antre, en
doa gwisket e votoù ha ni e-barzh ar jardrin en-dro o
c’hoari an dro d’ar pezh mell ti betek degouezhout dirak
ul c’hozh loj koad. Ar beleg da sellet a bep tu ken kaz
vefe tud eus ar servijoù sekred moarvat ha eñ da dapout
ur pikol alc’hwez diouzh deun e c’hodell, div pe deir
dro didrouz er botailh ha setu ni e-barzh e garrdi brein.
Gant ar pezh a glever hag a lenner diwar-benn an dud a
iliz e stardan toullig ma revr kar d’ober petra on bet
kaset ma-unan-penn gant un den a iliz en ul lec’h
digavandenn ? O strakal emañ ma oeñsoù a-eneb ma
santimant. Ankeniet on gant ar pezh zo da zont. Me zo
tanav ma fri mes n’eo ket ret : c’hwezhioù fall
kaoutchou ar pneuioù hag ar bonedoù touseg a voug
ac’hanon. Ac’h ! An Tad Budog en deus pozet e zorn
war ma skoaz. Oc’h en em zifretañ emaon.
— Un tamm nec’het, ma faotr ! Ne bado ket pell, e
c’hellez krediñ ac’hanon ! Ha ha ha !

137
Fiskoan gant Budog

Ur werenn en deus laket etre ma daouarn ha diskenn a


ra e-barzh un dourenn alaouret evel blev un ael Doue.
— Chom a rez mut, ma faotr ? Setu ur c’hard-de-
Chaume 2019. Ur bloavezh mat diouzh ma soñj, netra
ispisial a lâro lod, onest a lârfen-me. Ha te ?
— Ne voesonan ket. N’eo ket permetet hag ouzhpenn da
se, eo gwell ganin e chomfe sklaer ma spered.
— Ha ha ha ! Te soñj dit out kouezhet en un toull-
strap ?
— Emaoc’h o c’hoarzhin evel an diaoul, o evañ gwin e-
barzh ul loj brein kuzh diouzh tout an dud ! Perak ’ta ma
n’ho peus ket tra tout ebet da guzhat ?
— Ah ! Rezon ’teus, paotr paour ! Traoù ’meus da
guzhat, a rankan anzav dit. Revrioù skorn zo ba’r vro ha
ne c’hallan ober van. Ti an Aotroù Doue a zegemer tout
an dud memes an alorien n’on ket evit aveliñ hag am
befe c’hoant da skarzhañ kuit a-daolioù botoù. N’on ket
ken pasiant ha degemerus e-giz an Aotroù Doue hag e
vab muiañ-karet, amen.
Ur glaboufennad Quart-de-chaume, ur gloukadennad
chips ha kalamata ha setu-eñ en-dro gant e gaoz ;
— Ar c’halamata eo ar mestr e-touez an olivez du.
Rolls-Royce an digor-kalon. Hag ar chips ar fardan ma-
unan er boelon, chips bleunioù. Diouzh ar c’houlz eus ar
bloaz, e fardan chips bleunioù kabusin, roz malv. Forzh
petra gant ma vo moan ar petalennoù ha ne vent ket
pistrius, gwell-a-se ivez ! Ha ha ha ! Na rez ket bil, ur
farsadenn n’eo ken. Sach warni a lâran dit.
— Hag ho taou sekred ?

138
SARWAR

— Diwar ar c’hentañ gwel e tibaban ur fri-furch gadal


diouzh un den yac’h intereset gant an dud. Se zo kaoz
emaon o vont da respont dit. Enebourien forzh
pegement ’meus amañ e Kemperle. Ma c’hallfent
distroadañ ac’hanon, e rafent laouen. Se zo kaoz
n’embannan ket war ar groaz em eus un dousig karantez
hag am bez joa abominapl ouzh ar boued lipous. An
daou a welan e-maez ar presbital mar gallan. Ba’ ma
restaorant kuzh emaout ma kavez gwell… Deus ’ta ! Ma
ne evez ket, deus da zizoleiñ ar boued-mañ. Gwezh ebet
’teus ket gwelet se. Ne ouian ket lazhañ al loened evel
zo dleet en da relijion setu boued mor hed-ha-hed hon
fred. Legestr Aremorika. Arabat eo lâret emaomp o vont
d’ober kof moan. Ha ha ha ! An Aotroù Doue n’en deus
ket lakaet ac’hanomp war an Douar evit kiañ ha poaniañ
betek ar marv.
— Hama ? Jezuz war ar groaz n’eo ket simbol ar
sakrifis ?
—Geo, arouez an aberzh a skrivfer. Roet en doa e vuhez
evit saveteiñ ac’hanomp. Met ur wezh saveteet an dud,
n’eus ket peadra ken da dapout poan a-ratozh-kaer, a
gav din. Menam ! Dannazione eterna ! Setu anv ar gwin
gwenn profet din gant ur c’hamalad din. Petra lâran ?
N’eo ket kamalad ken, mignon bras a-dra-sur gant seurt
prof ! Ur gwin sec’h eus Enez-Sardigna. Goût a rez
pegen divlaz e c’hall bout ar gwin gwenn amañ, ne
ouiez ket ? Eno ’vat, krazet gant an heol…
N’amballomp ket ! Ne rez kez forzh gant seurt traoù
diouzh a welan. Gant ma kavi mat al legestr kar n’eo
ken met an digor-pred. Lakaet ’meus em soñj derc’hel

139
Fiskoan gant Budog

gant istr en o champagn milezimet. Ha perak pas ? Evit


na vo ket en em sakrifiet Hor Salver evit netra e
rankomp profitañ eus ar vuhez par ma c’hallomp, ne
soñj ket dit ? Piv out-te, Sarwar ? Ma kemerez ar gaoz, e
ouiin hiroc’h diwar da benn ha dreistholl ’m bo amzer
da zebriñ al legumaj a strak dindan an dent, un teuzar.
— Ur c’hamalad din a anav ac’hanoc’h ha Maïchan ivez
en deus lâret din oac’h tost an eil d’egile hag e
c’hallfec’h reiñ dorn din.
— Heum. Ya, tost on da dout ma farrezioniz ha da dout
ma farrezionadezed, lod zo tostoc’h da ma c’halon, un
eured-spered ma karit.
— Na gontit ket krakoù din, Tad Budog. N’emaomp ket
ba’ ma bro, n’on ket ba’ polis ar vuhezegezh, pep hini zo
libr gant e damm kig. Souezhet on, evel-just, pa rit seurt
traoù ha n’oc’h ket eurejet. Piv on evit kentelio un den
a-iliz ?
— Ya, just-awalc’h, ’teus ket respontet c’hoazh, paotr
yaouank, piv out ? Fidamdoustig ! Dre voneur e chom
un toullad istr kuit a Champagn. Rak evel en em vanke
un tamm ma Meme pa lâre ne oa ket ar jambon da
renkañ e-barzh ar c’hig, ken gwir all eo zo alkool e-
barzh ar Champagn poazh, pas kalz met n’eo ket halal,
mil digarez dit. Gortoz un tamm, ne vin ket pell.
Pegen iskis eo ! Da c’houde ur c’hard eur gant ar vran
du, e zoare eeun hag e gomzoù dizehan, tener ha reut
war ar memes tro, em eus splujet en ur bed all pell-pell
diouzh c’hwezh ar pneuioù kozh, an eoul-moteur ha ne
welan ket memes nag ar melloù kevnid o c’hoari koach-
koukoug a-dreñv ar bidoñioù esañs nag al loened

140
SARWAR

brasoc’h ken hir o lost hag o c’horf war api er c’hornioù


teñval, o daoulagad c’hoantus buket war hom boued.
— Setu Sarwar, ur plat karget a-vil-vern. Istr en o
noazh o neuial en ur reduksion dour bleuñv-orañjez, ur
veskadell strik-strak gant kaol, fanouilh, irvin du en go,
spilhennoù yer-mor kriz-kraz war o fatatez du eus ar vro
hag un vozad garelli du evit klevet son ar Baradoz.
— Garelli du ? Tennañ a reont da vizied un droukspered
! Arc’h, n’on ket kreñv war boued an ifern.
— Ar pouchoùpie a reer anezhe ivez, servijet war an
taolioù uhelañ e Breizh. An dro diwezhañ em boa graet
re gofad gante e L’auberge grand-Maison e Kerledan.
Ul lip-e-bav ! Distroomp d’hor c’haoz, piv out Sarwar ?

Piv on ? Sed aze ur goulenn. Ur paour kaezh treu sachet


ha desachet war tonnoù mor dirollet ar vuhez. Doue !
Allah ! Piv zo a-dreñv ar pezh mell farsite-se ? Kaer he
deus Maïchan klask displego din lojik ar c’harma ha
perak oa ret din paeo ar pezh ’m boa graet ba’ ma
buhezioù kent, e erruan dalc’hmat gant ar memes
disoc’h. Ijinet zo bet seurt traoù evit ober deomp
sioulaat. Petra zo kaoz a-hent-all eo bet toullet-
didoullet o c’horf da n’ouian ket pet milier a dud ba’ ma
bro ? Nazied pe fachisted an holl anezhe er bloavezhioù
30, bourevien dindan Ivan Euzhus,(Ivan an Euzh pe
Ivan ar Spont ?) palforserien da vare Attila ? Bleupajoù
evit an dud hegredik ! Hag ar glout du paravis din o kas
pentoniadoù boued d’an traoñ hep soñjal ba’n dud

141
Fiskoan gant Budog

marnaoniet. Ba’ peseurt bed emaomp o chom ? Da


beseurt koulz oa troet an traoù da fall, me garfe gouiet !
— Ha ha ha ! Ne ouiez ket piv out, marteze. Gwir a-
walc’h eo hir an hent betek ar furnez, diskoachañ an ene
a-dreñv ridaochoù a vrumenn. Yaouank out c’hoazh,
gwelet a ri, un deiz bennak, e vo boull da spered.
Gwelet a ri sklaeroc’h petra emaout en-gortoz da gaout
digant ar vuhez.
— Sklaer evel lagad an naer. Ra vo krouget al laer, taget
e wreg en dizesper. Goût a ran an tu da labourat, n’on
ket feneant, kavet ’meus danvez ma gwreg. Krignet eo
ma ene ha ma c’horf gant un dra : dont a-benn da zegas
ma breudeur ha ma c’hoar amañ ba’ ho pro.
— Pa vez re yen an vermentino (?), e koller un tamm
mat eus e bersonelezh soutil ha dilikat. Dindan ar seizh
avel ne chom nemet an nerzh kreñv kuit a fañfarluchoù.
Dalc’h.
— Arru on skuizh gant ho poued evit ar re binvidik a
vramm ba’n torchoù seiz, ho relijion brein a lak tud
gredus hag hegredik da reiñ arc’hant d’ur machin
n’ekzista ket. Degouezhet ma breudeur ba’ Itali. Mont a
ran kuit da gerc’hat anezhe, a-eneb pe gant al lezenn,
petra verna din bremañ ? Marv on ba’ ma c’hreizon,
disec’h evel ur wezenn na dapa ket nerzh dre e wrizioù
ken. Kompren a rez se, bran lart ?
Ha me da lammat diwar ma c’hador. C’hoant a-walc’h
da flastro e bouchoùpie war fas egile all.
— Ar gonnar eo ar bazenn gentañ. Goude vo an
darzhadeg ha dindanni ur mor a dristidigezh. Hag en
deun, ar morc’hed, an anken, mab an Ankoù. Deus en-

142
SARWAR

dro evit an dibenn-pred. Seadas. N’eo ket seadeath, ha


ha ha, n’emaon ket e-soñj da gas ar gwall-avel dit ha
war da vreudeur dreistholl. O zroad o deus lakaet en
Itali emezout ?
— Ya, ne gomzont ket yezh ebet eus Europa. N’eus ket
kalz a arc’hant gante. Ma vent tapet gant ar polis e vint
dublinet en Itali, se a sinifio e vint dalc’het en Itali ha ne
c’hallint ket dont amañ. Pe gwashoc’h e vint bac’het ba’
ur c’hamp prizonidi pe laket da stourm a-eneb an
divroidi all evel ra ar C’hresianed.
— Fourmaj ha mel a fouront e-barzh kreun kalet. N’eo
ket mat-meurbet mes sot on gant se, n’ouzon ket perak.
Dreisholl gant un dakenn coteaux-du-layon, un dakenn
hepken rak n’omp ket boesonourien. Ur banne kafe
araok ma preparimp ma c’hamping-karr evit ho peaj
diwezhañ.
— H’ it da lazho ac’hanon bremañ-diouzhtu ?
— Ha ha ha ! Amañ ne aberzhomp ken met an dud
barvek war o c’hulotenn wenn.
— Prestiñ a rit ho kamping-karr din ?
— Ur prof a-berzh Doue eo neuze ne c’hallan ket.
Blenier vin avat.
— Mont a reomp kuit diouzhtu ?
— Diouzhtu pa vo bet adtapet ma c’haredig. Hast buan.
Echu eo koan.

143
20
AR VEAJ

Piv zo o komz d’an eur-mañ ba’ ma hunvreoù. N’emañ


ket ba’ ma hunvreoù, na ba’ ma gwele, na ba’ ma
c’hambr. War an nor emañ. Pe ur vandennad olifanted
gant an trouz a reont. Emaint o pulluc’hiñ anezhi gant o
c’hlopenn dir. Estrañjourien moarvat pa ne ouiont ket e
chom dibrenn ma zi noz ha deiz. Ya da, ma zi zo evel
ma c’hozh strakell : al laeron a zistrujo an nor hag a-
benn e welint n’eus tra ebet da skrabañ, ne zifulorint ket
gant an amzer gollet ken e titanfoeltrint tout ma
zraoujoù didalvout evit en em veñjiñ. Ar vouezh-se !
— Hopala, Sarwar ! Petra an diaoul zo peg ennout ? Te
’oar a-walc’h e c’hallez lopata evel ul logodennig hag e
klevin. Pe gwelloc’h c’hoazh, dont e-barzh evel pa vefes
er gêr kar er gêr emaout. Ma mab afghan out, n’eo ket
dit da c’hoût ken. Ac’hanta, nag a nevez ganit ?
— Aze emaint ! Ma breudeur, aze emaint ! Aze !
Sarwar n’eo ket paotr e jestroù tener, moumounoù forzh
pegement evel ra hiniennoù amañ evit diskouez pegen
don ha fonnus eo o c’harantez. Sarwar n’en deus tra da
brouiñ. Ur paotr a fiziañs, ur paotr a enor, ur paotr tener,
145
en diabarzh. Emañ o vougañ ac’hanon etre e zivrec’h
kreñv. Santout a ran e zifronkadennoù didrouz a-
doufadoù, ur froud stanket re bell amzer o konfontiñ
chaoser e zifennoù diabarzh. Ne ouian ket c’hoazh hag-
eñ vin beuzet pe mouget da gentañ.
Ar ronkell zo warnon. Tapet e derzhienn ganin. Un dra
begus eo an eürusted.
— Aze, Sarwar ? Aze amañ pe aze eno ? Aze pelec’h ?
— Eno. N’emaint ket e Breizh c’hoazh. Aze, ahont, eno,
en Europa, en Italia. Pas Lampedusa. Degouezhet int er
reter eus kaout an Turki ha goude em boa lâret dezhe
mont gant un den a anavan. Setu i kuzhet en un tu
bennaket, e-tal porzh Santez Tereza e Sardinia. Mont a
ran davete diouzhtu-dak. Prest ma fakadenn ganin, ma
c’hleflusker o tiroc’hal. Mont a-benn herr sag an Itali ha
mat pell zo.
Gwezh ebet c’hoazh n’em boa ket gwelet anezhañ oc’h
alfoiñ evel oa oc’h ober bremañ, e zaoulagad entanet o
ruilhal-diruilhal evel div ganetenn en o foull ken en defe
lâret an nen oa mat ma mab afghan da stagañ. Ur vrav a
jakedenn wenn, ur bikurenn louzoù-kousket ba’ e revr,
ur gambr dison gant ur gwele e-kreiz, netra war e dro, ur
gwele e-leizh a lêrennoù outañ evit kevreañ ar gouvidi
ken kaz en en em lakfent da zistrujañ an dud hag an
traoù. Ya, tri mil inervet eo Sarwar. Piv ar c’hast ne vije
ket o soñjal eo deuet a-benn e familh da achap kuit
diouzh an Ifern ?
Ar c’heflusker ne ra ket ar memes trouz e-giz kustum.
Degas a ra soñj din eus ur pell mell keflusker, hini…

146
SARWAR

Mes ne c’hell ket bout, petra vefe Budog oc’h ober


amañ gant ma filhor, ma mabig afghan.
Teuler a ran ur sell a-zindan ar rideoz ! Nondidiac’h,
tapout a ran ur sigaretenn kerkent.
— Petra ar gastoù ruz ’ rez gant Budog amañ-giz-amañ
d’an eur-mañ gant ur c’hamping-karr ?
— Hemañ en deus propozet din dont asambles ganin ha
gwell c’hoazh mont gant e gamping-karr ! Perak ’mize
refuzet ? An taol kaer !
— Peogwir, peogwir, peogwir ne c’hall ket mont e-giz-
se hep, hep, hep…
— Hourra ? ’Farsal emaon. E c’hallez a-walc’h dispako
da stal dit bremañ.
— Dispakañ ma stal ? Na petra ta, lakepod bihan !
— Goût a ouian pep tra ma n’eo ket muioc’h neuze…
Ur mignon bras ! Ale, eürus-ken-ken on evidout. Ur
paotr tre ’teus kavet. Ha gwir eo n’on ket eus ar milis.
Pa oan degouezhet amañ e vizen be’ feuket mes bremañ
ne verna ket din e mod ebet. Nag a dud a iliz zo dimezet
hag euredet pa soñjer mat, neuze al lezenn ne sinifia ket
pikol tra pa soñjer mat. Dont a rez ganeomp ? Da waz
en deus lâret din e kasfen aesoc’h ar bilulenn d’an traoñ
evit na rafe.
— Amzer ’meus da gas ma feadra ganin ? un hiviz-noz,
peder c’hulotenn, ur vrennidenn ha…
— Ac’h ! N’on ket european c’hoazh. Ne c’houlan ket
klevet ar merc’hed ha surtout ma mamm a Europa konto
eus he dilhad-dindan. Re zo re ! Emañ ar c’heflusker ha
n’eo ket mat d’an natur neuze pemp munut, a-benn dek
e skampimp kuit !

147
Ar veaj

Ha setu Sarwar er-maez.


— Paotred, paotred ! Ne c’hallit ket treiñ an alc’hwez,
lazhañ ar c’heflusker ? N’eo ket posubl evelkent.
Pemp ? Ha ma bravigoù-skouarn evit degemer e
vreudeur ? Ha ma c’hartouchennad sigaretennoù, ma
zraouachoù da glenkañ ? Ha kaoc’h putin ma revr gant
ar bed ! Ur plac’h sioul on mes lezel pemp minut ganin
pa soñjer en amzer ’meus kaset hag evit an eil hag evit
egile, n’em eus ken met un dra da lâret : ar baotred a
soñj enne o-unan da gentañ penn hag e-barzh ar re all
p’o devez amzer, goude ar foot, ar boued, ar c’hartoù
gant o c’hamaladed hag ar garantez pa chom. Fuloret-
ruz on en desped din ! Laouen-afreuz on evitañ, evite ha
n’em eus ket amzer da zont e-barzh m’on kaset da
Gerdrubuilh a-eneb ma santimant, koulz lâret. Bout
goulennet ma ali diganin, tri mil gast ruz ! Goulenn re
eo ? Egile all ’h a da glevet e begement ha
diskroc’hennet vo e feskennoù bras ha taget vo gant al
lêrennoù diwarne araok hanter-noz pe n’on ket ar
Wrac’h ! Tad Budog, ped da Zoue a-blad-korf e latin kar
hennezh end-eeun ne harzo ket ouzh ma fulor !

Me vo ar wezh kentañ din da welet Maïchan gant hec’h


amourous. Serret an nor a-strak ar pezh a dalv emañ ken
dibasiant Maïchan eveldomp. Ne bad ket ken gant ar
c’hoant treuziñ ar Frañs en un tennad. Frealzus eo gwir
vignoned ar seurt se ! N’eo ket peurechu ar pemp

148
SARWAR

minutenn ma ta ur gorventenn e-barzh ar c’’hamping-


karr.
— Gast ar c’hast a foerer kozh ! Itriket ’teus tout an
traoù a-dreñv din ? N’out ket evit digeriñ da c’henoù din
pa vez anv da vont d’an Itali da gerc’hat e zaou vreur ha
te bep sizhun gant da vandennad a gozh lonkerien ha
skloufed o tibunañ kozh kaozioù hed-ha-hed an nozvezh
war an dud foutouilhek o soñjoù. Pas, Sarwar, netra da
welet ganit ! Re alies ’at on bet kenteliet gant ar vran du
evit c’hoari ar gaouenn spourounet. War se, tan dezhi,
blenier, n’eus ket amzer da goll ! War-zu an troioù-
kaer !
— Ya, sag an avañtur, Budog ha Maïchan. C’hwi zo un
tamm evel ma zud amañ.
— Lâr kentoc’h da vamm ha da leztad kar Budog ma
muiañ-karet n’en deus ket graet kalz a dra.
— An tad n’eo ket ret dezhañ ober kalz a dra evit dont
da vezañ tad alies, ma mamm-Europa. C’hwi a ra din
c’hoarzhin, ar c’houblad dic’hortoz, an tan hag an dour
a lârfen, an noz hag an deiz.
— Echu eo ganeoc’h ? Ne glevan ket ma c’heflusker o
rouzmouzañ. Maïchan, setu sandwichoù ’meus fardet
dit, comté triwec’h miz-saladen-kornichoned, saladen
patatez gant mayo graet er gêr, un dartezenn pour ha
sezv hag unan all avaloù gant dienn chantilly. Ur
voutailhad gewurtztraminer kar n’eo ket difennet hag ur
voutailhad tempranillo kar hir ’vo an amzer ha kras ma
c’horzailhenn araok na dreuzimp an harzoù kentañ, etre
Breizh ha Frañs.
— ’To ket sec’hed araok treuziñ al Laita ?

149
Ar veaj

— Bremañ pa lârez ec’h efe a-walc’h ur glaboufennad


bier ganin.
— Diskrog, ma Budog, Jezuz ne eve ket gwin.
— Ah se n’ouzomp ket, n’eo ket bet adkavet nag e di
hag ar c’hav dindannañ, nag e destamant ma leze
moarvat ur c’hasedad gwin eus ar Bekaa gant e
ribitailhoù.
— Biskoazh c’hoazh n’em boa rañkontret ur torrer
imajoù-sakr e kreizig-kreiz an iliz. Souezhet on n’out
ket bet skarzhet kuit gant an eskop, mi amor !
— Mis à mort ? Brav eo vefe. Ar beleg desketañ en
norzh d’al Liger ; piv a c’hallfe sevel an exégèse eus ar
Pentateuque ma ne vijen ket aze ? Ma c’heflusker-me
n’a ken met dre gwin, e-giz-se emañ kont ! Goût a oar
a-walc’h an eskob hag ar pab zoken a bak bannac’hoù
bier Breizh IPA ganin pa zeu da Gemperle, ar pezh ne
zegouezh ket bemdez Doue, re wir eo. Ne c’hallont ket
skarzhañ ac’hanon kuit. Muioc’h a yezhoù zo a anavan
evit na anavan ket.
— Pebezh marc’h kaoc’h ! Touseg foeñvet. Ne ouian
ket pet pec’hed kapital ‘teus kometet. Lorc’h ha
lontegezh ? Neuial a rez e-barzh abaoe da c’hanedigezh,
ma n’eo ket araok, goulenn a rin gant da vamm ma lezez
ac’hanon d’ober anaoudegezh ganti. Pizhoni ha gwarizi
avat, gant petra an diaoul e c’hellfes bezañ pizh, gant ar
gopr a douchez digant an iliz ? An orged n’eo ket
pec’hed, c’hoari koukoug ne ra droug da zen, ar
c’hontrel memes hag ur mailh out war an dachenn-se ;
ma vefe c’hoarioù olimpek ar gwele e vefes ur mañier
Mikael Phelps, marathon, kof, kein, balafenn, karrigell

150
SARWAR

Thaïland, n’eus ken met ar 100m e 10s a chomfe gant da


goñkuranted. Diegi ? N’out ket feneant gant pep tra na
dost, surtout pa vez anv eus pe a labour-spered a-hent-
all… Mankout a ra unan din, gwall-domaj eo rak gant 3-
3 e vefemp bet dispartiet gant an hini diwezhañ. Ar
gounnar n’eo ket ?
— Echu gant ma c’huriculum vitae e-giz lârfe hendadoù
Pozidoni, ar paotr eus en tu all da Gemperle? Pet den o
deus bet klevet a-hed an amzer ar c’hwezh dedennus ha
kreñv a zeu er-maez eus ar ger-mañ « curriculum »?
Degas a ra soñj din un tamm, gwir eo, eus al lontegezh
hag eus an orged. « Curri » frondus evel en India, ar riz
paket etre tammoù galanga rasklet ha toaz chifretez, ha
« culum » ken frondus all evit abegoù all. Anzav a ran, e
c’hallfe bezañ ma lesanv, Curriculum. Mes ar pemp
pec’hed all zo estren din ken em befe c’hoant da
skarzhañ anezhe, ha da gas anezhe en-dro, rektal evel-
just, d’o bro genidik. Ur farsadenn n’eo ken, Sarwar.
Okay. N’eo ket fentus. Ur wech soudet ar skipailh, e
c’hallomp loc’hañ kuit, marteze ?
— Ne ouian ket netra eus ar c’hurry, me, Itron Maïchan
hag Aotroù Budog. Ba’ India, ha n’on ket bet chomet
pell, gwezh ebet n’em eus ket bet klevet an anv-se,
curry. Sur a-walc’h oa bet govellet gant alouberien ar
c’hornôg, an Europeaned, ur wezh ouzhpenn, evit
preizhañ hor broioù evel a rit c’hoazh gant ar plutoniom
hudu an deiz.
— Maïchan, lâr d’az mab Azia, da filhor a galon pe
n’ouzon ket peseurt anv a lakez, diwall ar pezh a lâr.

151
Ar veaj

N’on ket un urupailh na ne oa ma zad, na ma zad-kozh,


na ma zad-kuñv, na ma zad-iou, na ma zad…
— ’Soñj din hon eus komprenet al lojik ma zo unan…
— Mat. Neuze ma zad, ma zad-kozh, okay, ha ma holl
hendadoù araoze, oa beleien evel ar re all, a rae war-dro
ar relijion, an oferennoù, an iliz, o farreziz ha pa chome
amzer gante war-dro o gwreg hag o bugale. Hag
emichañs e c’hallin ober kement-all, war ma feiz ! Un
dornad c’hwiblaerien n’eo ket tout an Europeaned.
Trawalc’h ! Peoc’h ! Ma Doue benniget, emaon o vont
da zrastañ ma boest-loc’hoù gant an tri mil-inervet
m’emaon. Kouskit. Hir vo ar veaj. Seul hiroc’h ma vo
dibunet bazhadoù dizonest ganin. Hag an Europeaned o
deus graet fall, hag o deus graet poan hag o deus graet
a-ratozh-kaer. Ha dre ma faot ? Me zo…
— Ma c’haredig, emaomp o vont da serriñ hon
daoulagad ha d’ober van da gousket evit sioulaat ar jeu.
Diouzh da du, taol evezh gant an tizh, ma vefemp tapet
gant ar polis a-gaoz d’an dra-se, ne bardonfen ket biken
dit. Noz vat dit, Sarwar.
— Noz vat dit Maïchan, noz vaz dit Curry, Culum vo un
deiz all, ’meus aon.
Hag ar c’heflusker da fraoñval ar gwashañ ma c’halle.

152
21
AN TEST DIANV

— Toullit amañ, pennoù-leue. Hastit buan ! N’ouzon ket


pelec’h emañ ar penn-rouz-se. Doue zo gwenn e
groc’hen ha graet en deus an dud, paotred ha merc’hed
diouzh e skeudenn, ar pezh a sinifi n’eo ket Starwars-se
un den eveldomp, ul loen n’eo ken ha c’hoazh ! Ur
grouadurez fallakr eus donderioù Estrañjouria. Kasit-eñ
d’e vro c’henidik, an Ifern.
— A-unan, diwallit ho komzoù. Ajanted ar Stad omp ha
n’oc’h ket gwall-bell diouzh ar c’hunujennoù. Hag a-
zaou, n’omp ket diouzh ho torn. Labourat a reomp war
hon nañv ma fell deomp. Hag a-dri, n’eu ket prouenn
ebet a-eneb dezhañ, ar pezh n’eo ket gwir a-eneb
deoc’h, resped deoc’h.gwelloc’h : da gentañ, da eil, da
drede
— Resped din ? Resped din ? Te zo o vont da welet e
pelec’h e fourran da resped, paour-kaezh genaoueg ma’z
out ! Toullit ! Kreuzit ken na vo kavet ar c’horfoù
marv ! Perak en defe graet toulloù dindan guzh ma n’eo
ket evit lakaat un den muntret e-barzh, tudoù ! Na
respontit ket, toullit ! Din-me, paour-kaezh plac’h kozh
153
ac’hanon d’ober al labour evit netra p’emaoc’h-c’hwi
paeet gant ar Stad evit ober. Sellit ! Aze, ac’h ! Nag a
flaer, Mari Toull-revr ! Blaziñ a ra, ur spont ! Skevent !
Hag aze n’eo ket un avu ? Geo, ’vat ! N’eo ket ur
brouenn, Yann Seitek.
— Ya, gwir eo. Mont a reomp pelloc’h evit kaout kig
hag eskern. Ha n’on ket ar pab.
— Estrañjour eo, sot n’eo ket ’at. Al louarned zo loened
fin hag ar marmouzien ivez. Goût e reont kuzhat o
zorfed, debriñ ar c’hig rostet ha deviñ an eskern er
gaoter. Kreuzit, lugudennoù, kreuzit !
— Kentañ klevet ! Kig rostet vez debret gant al
louarned. Evit anzav ar wirionez, ez it re bell ganti.
N’on ket paotr an estrañjourien eus Estrañjouria mes
hemañ zo un estrañjour eus ar vro bremañ p’eo tapet e
baperajoù gantañ.
— Ya, e-pad bloaz, Fañfañ mes a-benn bloaz penaos vo
kont ? Skarzhet vo en ur charter ! Ha me a brenno ar
c’harr-nij warnañ, sur ha n’eo ket marteze. Degas da bal
din, Fañfañ, ur c’hrouadur mogn ’afe buannoc’h
evidout, ma faour-kaezh glaourasenn.
Ha bec’h dezhi ! Moudennoù douar o nijal-dinijal
diwar-dro.
— Ha ha ha ! Mantell an den muntret. E benn n’emañ
ket pell. Ra vin daonet ma ne gavan ket e gorf !
— Bernadette, e c’hallit chom a-sav ! Oh, chomit a-sav,
penn-lech !
— Ah ? Kavet eo ganeoc’h ?
— Ur vantell n’eo ket, sellit ! kroc’hen un dañvad. Ur
gwir groc’hen. Bihan eo ar skevent, un dañvad.

154
SARWAR

— N’eo ket gwir, n’eo ket gwir. Hennezh en deus lazhet


un den bihan, ur skribiton, ur bugel dinamm ha paket e
restachoù e kroc’hen un dañvad, sed aze tout. Kreuzit,
labaskenned, kreuzit a lâran deoc’h !
— Un dañvad n’eo ken, Itron Le Doze, koll a ran ma
amzer ganeoc’h. Kenavo ar c’hentañ tro.
— Galvit Interpol, sur on eo aet da gerc’hat e vreudeur
d’an Itali. Difennet eo gant al lezenn degas estrañjourien
dibaper. E c’hallfe koll e baperajoù hepmuiken ha kaset
kuit asambles gant e vreudeur ha gwell-a-se, muioc’h a
arc’hant, muioc’h a aer fresk, muioc’h a labour evit an
dud eus ar vro.
— Eskuzit ac’hanon, Itron Le Doze, mes ar Frañsizien
ha memes ar Vretoned ne c’houlont ket ken diaskornañ
ha dougen kartourounoù kig-bevin. Emañ an dud
eveldoc’h, o koshaat. Afer hon eus da gaout gwad fresk
evit al labourioù ret, lous pe kalet. C’hwi a ray ?
— Pezh divergont ! Savet out bet war ar ru gant ur wiz
evit kaozeal evel a rez ouzh an dud tre ?
— Ale, un devezh er gell divezviñ, paeañ a ri evit tout al
loened kazus oa dleet din bout kraouet. Ba’n toull,
koazh añmourderez.
— Ha ha ha ! Ha me en toull ! Ne vo ket bac’het
mouezh ar frankiz ! Harz ar polis ! Sikour ! Sikour !
Ronan ! Aotroù Maer ! Senedourien ! Marianna ! Emañ
ar republik en arvar ! Ur putsch ! Ar polis o harzañ
dileuridi ar bobl !
— N’eo ket dileuriadez ar bobl emaon oc’h arestiñ mes
ar guruzienn a bent gevier diwar-benn un den zo e
baperioù en o reizh ha mat pell zo. N’hon eus

155
An test dianv

diskoachet netra en e jardrin hag ouzhpenn se ne oa ket


aotre ebet ganeomp, e c’hallfemp bezañ pursuet dirak al
lez-varn gantañ.
— Revr moan, staoter en e vragoù, krakpich.
— Krakpich ? Brav eo. Dismegañs ouzh un ajant en
ekzersis eus e fonksionoù, evel a lârer e brezhoneg
ofisiel. N’ho peus ket netra a-eneb an taolioù levr-
pellgomz ? Ne chomo ket roudoù. Unan milezimet
2020, bloavezh diwezhañ ar pajennoù melen, diwallit
eñ, mar plij !
— Ma rez se, Yann Seitek, e lârin ’oan o pourmen pa’m
boa gwelet ac’hanoc’h oc’h ober toulloù er jardrin-mañ.
Ha petra lâri, penn skoan ? Ober a rin ur short gant da
groc’hen, paour kaezh genaoueg !
— Kerzh kuit, follez araok na laoskin ar c’hi ganit.
— Ha ha ha ! N’eus ki ebet ganit.
— Evit ur wezh, me vo ar c’hi hag a zanto ac’hanout
laouen. Kerzh kuit a lâran dit. Folloc’h zo evidout !
Bernadette he doa douetañs. Goût a ouie a-walc’h e oa-
hi sot da stagañ. Met gwashoc’h oa marteze en tu
bennak. Skampañ a reas kuit didrouz ha prim evel ur
bramm seurez, en ur zelc’her kreñv he bombezenn-
chakod pebr ha pimant ruz. Memes ar seurezed ne
lakaent ket o holl fiziañs en Aotroù Doue.

156
22
AN DAOU VREUR

C’hwez ar c’hulum.

Adescare zo un tamm evel Touelleg, ur gêr vihan e-tal


ar mor n’emañ ket war an holl gartennoù IGN. Klouar
c’hoazh d’ar choulz-mañ eus ar bloaz.
Evit gwir, n’emañ ket ma spered gant dremmwel ar vro,
forzh pegen brav-abominapl vefe, forzh pegen
degemerus e c’hallfe bout an dud. Ne soñjan ken met
ba’ un dra, sorc’hennet gant ma breudeur ha ma c’hoar
n’em eus ket gwelet abaoe gouel Sant Bikenig pe Sant
Biskoazhig, ne ouian ket peseurt mod lâret se. Evel vez
lâret ba’ du-mañ, ma du-mañ bet, n’eus ket gwelloc’h
evit kreizig-kreiz an heol evit kuzhat lufrusañ bravigoù
er bed se zo kaoz ’m boa lâret da ma breudeur gortoz
ac’hanon e-tal an iliz, war vord ar feunteun e-kreiz ar
bourk a-wel d’an holl, d’ar merc’hed o wriat dirak toull
an nor, d’ar baotred o c’hoari kartoù dirak ur banne bier
pe ur werennad spritz.
Dec’h da noz, em boa klasket gouelañ dourek ba’r
gwele a-dreñv evit vije nebeutoc’h a zour ba’ ma

157
divlagad, nebeutoc’h a fromoù ba’ ma c’halon. Gouelañ
n’eo ket staotañ, ba’ ma soñj. Gwelet ’vo.
Emañ Maïchan ha Budog a bep tu din betegoût e
c’hoarife un dra bennaket ganin, ur sempladenn pe evit
lezel amzer ganin da ziflipañ kuit ma vemp tapet gant ur
vandennad fachisted pe fliked, ar pezh n’eo ket memes
tra, n’eus ken met soñjal ba’ Fañfañ evit gwelet
n’emaint ket tout eus ar memes danvez.
War ar marc’hallac’h omp degouezhet. ’Moa ket soñjet
ba’ se. Kantadoù a dud war ar bale o tont hag o vont etre
an alezioù. Ma ve tud ambusket, ’momp ket amzer da
welet ’ne. ’Ra ket forzh. Emañ Allah ganeomp, n’en
deus ket lezet ac’hanomp ken tost d’ar pal evit ober
deomp strebotal war ar bazenn diwezhañ, hañ, Allah ?
Yer o kaketal, tud o sklokañ pe ar c’hontrefed, ne daolan
ket pled, legumaj ha frouezh eus ar vro, tadoù-kozh ha
mammoù-kozh a-dreñv o stal, war(gant ?) o c’hasketenn
pe o mouchouer du, garanet o dremm gant labour start
an douar, ur skleur ba’ o brennigennoù, un tres ken
dibleg hag onest warne, degas a ra soñj din eus du-mañ
mui pe vui.
A-benn ar fin omp difluket gant ar feunteun. Ront he
bardell, n’emañ ket an nen evit taol e revr warni anez
kouezhañ ba’n dour, dilhad hag all. N’emaint ket aze,
den ebet, n’emaint ket aze. Taol a ran un huanadenn
padus hag arabadus evel ur prolapus. ’Han da vont fall.
O vezhevenniñ emaon, gwelet a ran ar saladen, an
avaloù, an tomatez o treiñ hag o tistreiñ dirak ma
divlagad trelatet, a bep seurt liv, an tomatez du o komz
eus an amzer da zont, ar yer melen o varc’hata un tamm

158
SARWAR

sison-azen hag ar pavez o tostaat ken prim hag ul


luc’hedenn ha daou zorn o tastum ac’hanon d’an
ampoent ma oan o vont da bokat d’ar mein kalet. Sapre
Maïchan, ken kreñv evel d’ur paotr yaouank, c’hwezh ar
vro, koumin, kanell, kardamom, kignen evel er Kabuli
palaw. Sapre Maïchan, c’hwezh ar c’habuli palaw ganti,
ne c’hall ket bout ha gant se n’arrua ket ma spered da
gouezho e palamoutig. ‫ ورور بېرته راشه‬.‫دا موږ یو‬6
O tifronkañ emaon en ur damgousket, damzigor ma
malvennoù. Dam ya, ma breudeur Nasrullah ha Khalid !
(Stumm troet evit an nebeud re n’ouzont ket lenn
pachtouneg c’hoazh.)
— Nasrullah7 ! Khalid ! Pelec’h emañ Bibi ha
Munawar ? Geo ’at ! Disoñjet ’m boa. Aze emaoc’h
dirazon. N’on ket evit ma daoulagad. Ret din frotañ
anezhe kuit d’ober un atak-pouloud ma welfen emaon e-
barzh un hunvre c’hwek.
— Na cheñchet out, breur ! Atav o fistilhat, leun a zour
da zaoulagad. Dalc’het ’m boa soñj eus ma breur bras
ec’h ee tout an dud da welet anezhañ da dapout kuzulioù
digantañ, o labourat diouzh abred-beure betek diwezhat
diouzh an noz, oc’h arat hag o hadañ er parkeier gant an
tad-kozh, o pakañ deñved hag o troc’hañ kig, o fardañ
silzig gant an tad, hag er skol memes tra etre nav eur ha
kreisteiz bemdez gant ar mollah gwisket e du. Soñj
’teus. Goulennet ’toa outañ perak ne veze ken met
dilhad du gantañ penn-kil-ha-troad ha hennezh da
respont dit oa an turban du merk an dud a ziskenne war

6 Ni eo, breur, deus en-dro.


7 stumm troet evit an nebeud brezhonegerien ne gompreont ket pachtoueg.

159
An daou vreur

eeun eus familh an Diouganer. Ha te, yaouank ha pezh


ifrontet ma oas, ’toa goulennet gantañ hag-eñ ne oa ket
bet gwalc’het abaoe an amzer-se se zo kaoz oa du !
— Ha ha ha Nasrullah ! Da greskadenn ’teus graet ken
n’anavan ket ac’hanout koulz lâret; mes an istor-se vije
ket bet empentet diwar netra gant mevelien an
Dalibaned. Ha ma breur, deus ’ta ! Ha te ivez, Khalid an
tavedek. Tennañ a rees din kement ha kement pa oamp
ba’r vro. Gwelet a ri, amañ, ne vez ket ken start al
labour neuze an dud o devez muioc’h a amzer da
labourat war o zi ha ba’ o jardin. Na rit ket bil ’at !
Choaz a rimp danvez ho pried er vro, kenitervezed ha
mignonezed d’ar familh zo e-leizh. Amañ, gwelet a reot,
n’int ket memes mod evel er gêr. Jentil met disheñvel.
Mil boan ’meus bet oc’h en em ober dioute, ha n’eo ket
echu. Evit ar relijion dija, ne reont ket ar pedennoù ret.
Ne ra forzh, amzer zo, ambaliñ a ran, gwelet vo seurt
traoù diwezhatoc’h. Roit keleier fresk din, ma breudeur
ken karet. Penaos emañ kont gant Khalid ha gant hor
c’hoar (Khalid a oa aze er bajenn raok ?) ? Ur ranngalon
eo din soñjal ne oant ket evit dont. Klask a rin ober ma
seizh posubl war’n ugent evit tennañ anezhe diouzh
krabanoù ar re all. Ezkuzit ac’hanon ! Mil digarez ! Setu
Budog ur seurt mollah eus ar vro hag e wreg, dreistholl,
ma mamm-maeronez, ma mamm-galon end-eeun a
zlefen lâret hag he deus tennet ac’hanon eus al lagenn
lies a wezh, he deus roet kalon pa gomañsen chaokat
soñjoù du. Paneveti ne oan ket amañ d’an eur-mañ mes
en ospital ar re ampichet moarvat gant an dic’hoanag a
grigne ma spered. Ne ouiont ket pachtouneg ; dont a ray

160
SARWAR

un deiz bennak peotramant eo c’hwi a zesko brezhoneg


ha galleg.
Fromet oa an daou anezhe. N’eo ket bemdez eo e rit
anaoudegezh gant tud yaouank neskar d’un den ho peus
joa outañ, bet bac’het en un vro pell-sovaj, dispennet o
roudoù gant chas klañv, muntrerien disleal. Evel un
gwallhunvre ho pije klevet dioutañ dre fotoioù kriz
korfoù o selloù marv, ur jeu displijus ho peus kerteri
oc’h tostaat outañ.
Maïchan o chaokata he muzelloù ken e tivera dioute un
neudennig ruz. Ruflañ a ra e-ser briata Nasrullah. E-
keit-se, emañ Tata Budog oc’h ober kement all gant
Khalid, ur pennadig dale gantañ koulskoude evel pa ne
ouife ket an dud a iliz en em zibab er vuhez pemdez evit
diskouez o santimantoù, peotramant, teod fall ac’hanon,
e oa evit lezel plas gant he c’haredig he doa dispignet
kement a nerzh hag a amzer evit delc’hen Sarwar en e
sav.
En tu all, n’eo ket sur e kustume an daou vreur en em
vriata gant tud n’anavent ket evit ur gwel, kultur ar
santadoù dispaket a-wel d’an holl. Evit gwir, an dud war
ar marc’hallac’h ne reent ket van a gement-se, tud ne
oant ket en em welet pell oa ha diskordet da ouelañ, na
petra ’ta ? Ar yezh a gomzent, liv teñval o c’hroc’hen,
avat, oa un afer all e-tailh da zegas poliserien an harzoù
war o zro. Ne oa ket saozneg komzet gant Indianed, nag
indhieg, na serbeg na kroateg – a zo ken disheñvel hag
ar c’herneveg a Vulat hag an tregerieg a Blongonver –
neuze oa ur yezh dañjerus eus ar Reter Pellañ.

161
An daou vreur

Arru oa poent loc’hañ kuit. Maïchan a brenas frouezh ha


legumaj a bep seurt kement hag ober ha pizzaioù tomm
karget a domatez, berjinez fritet ha mozzarella kozh-
Noe ; hir vefe ar veaj.

Ne oa ken met ul lec’h a c’halle bout torr-penn, a soñjen


e brezhoneg c’hoazh. Sanket-don oa ma yezh kentañ, ar
pachtouneg, e kreiz ma c’halon ha ma spered met abaoe
un toullad mizvezhioù ne reen ken met soñjal e galleg
hag e brezhoneg surtout.
An harzoù etre Frañs hag Itali, eno vefe an dalc’h. Ne
oa ket ret diskouez paperajoù abaoe ma oa an div vro er
spas Schoengen diouzh ’meus komprenet. N’eo ket
tapet kompren ganin an diforc’hioù etre Europa,
Kumuniezh Europa, spas Schoengen. N’on ket gwall
chalet gant se, me laka n’on ket gwashoc’h evit an tri
c’hard eus ar Frañsizien.
Ma vemp harzet e Frañs e vo torr-revr evel-just peogwir
vo kaset ma breudeur dirak an OFPRA, an Ofis gall
difenn ar repuidi hag an dud divro. Gwell eo ganin mont
diwar ma danvez ma-unan kentoc’h evit bout galvet
evel paour-keizh klaskerien bara.
Ma vemp harzet en Itali, ne vo ket ar memes keusterenn
ken ’vat kar Nasrullah ha Khalid vo enrollet e pikol
mekanik melestradur Europa en Itali ha ne c’hallint ket
kuitaat ar vro-se ken na vo diluziet o jeu da lâret eo e fin
bloavezh an erc’h du, a-dra-sur.

162
SARWAR

Morgousket on o pediñ an Hollc’halloudus hag an holl


youloù mat un tamm e pep lec’h war ar Voull-Douar
p’on tennet kuit diouzh ma prederiadennoù a-geiz-tout
gant mouezh flour Maïchan :
— Mil gast ruz ! Aze emaint. An archerien hag o chas
ha fuzuilhoù gante, peadra da lazhañ ar gouarnamant ha
bastarded ar vinistred, armet penn-kil ha troad a lâran
deoc’h.
Ur pomper pe un ofisour, roudennoù ruz a-hed garoù e
vragoù zo o tont davedomp.
— documenti d'identità, per favore ?
— Gastoù ruz an ifern du, gant na furchint ket e-barzh
ar c’hamping-karr.
— C'è qualcun altro nel veicolo?
— Den ebet all, ofisour. Sto viaggiando con il mio
amico sacerdote.
A-wezhioù, pa sachan ar gaoz war-zu ar relijion e c’hall
an dud sevel a-du ganin ha lezel ac’hanon da dremen.
Dre valeür, ne gred ket rac’h an dud e Doue ha ma faour
kaezh Budog ne servij ket kalz. Emañ an ofisour o sellet
disellet an Tad Budog, ma zammig karantez.
O krizañ e zivabrant emañ ken int sparlet, ur vousklenn
ouzh e c’henoù sec’h, dispourbellet e zaoulagad gantañ.
Ma n’anavfen ket anezhañ, e krogfe ar c’hren e holl ma
izili. Bourevien an Imbourc’h Meur deuet war o c’hiz da
atahinañ ar re vev, ur skrij. Daou baz war-souzh gant an
ofisour, kaoc’h uhel en e vragoù.
— Non hic manes ut blattam aut proiciaris et Latine
coques. Fallimur?

163
An daou vreur

Kazi sur ne dalv ket ur bramm ki e latin mes ar pezh a


gont eo an ton. Gwenn pe ruz, an ton da gentañ penn !
Ha setu burzhud an Aotroù. Piv a lâr n’eus ket eus seurt
traoù ?
— mi scusi. Avanti mio padre !
Burzhud an uniform. Soudarded ar Stad, soudarded
Doue, a-unan betek an trec’h !
Tan dezhi bremañ ken na tivogedo ar pneuioù, ken na
chouriko ar starderezh, ken na yudo ar bleizi zo
ac’hanomp ! Aouh ! Aouh ! Aouh ! E-mañ pennoù ar
valtouterien o vihanaat er pelloù ha daoulagad sabatuet
Nasrullah, Sarwar ha Khalid o parañ ouzhin. Aouh !
Aouh ! Ha plop, ur voutailhad bourdel rak ar blenier zo
ur bleiz gwin.

164
23
DISTRO D'AR VRO

N’on ket evit krediñ.


Ronan Bourc’hiz, Fañfañ an Tu-Lip war o c’hement-all,
skerb triliv a-dreuz e vruched gant an hini kentañ,
heuzoù lufrus ha kasketenn naet gant egile hag un
toullad kamaladed ha kamaladezed o c’hortoz
ac’hanomp. Ha ni c’hoant ganeomp da chom tamolodet
en un toull-logod da c’hortoz breudeur Sarwar da
dapout paperoù reizh. Ne vo ket er wezh-mañ atav !
Un degemer mat mod ar vro. Gwin ruz ha gwin gwenn
bouilh (daouzek litr), chistr (dek litr), chug avaloù (ul
litr hanter, restajoù ar vugale moarvat), gwell din chom
hep goût abaoe pegeit eo distouf ar magnum plastik-se.
Ha bretzel ha sticks marc’hadmat-lous. Tammoù sison
hag olivez du ivez. Gwir ha kig-moc’h evit degemer
Mulzumaned e c’hellfe krediñ an nen eo bet graet
espres-kaer gant beulkeoù an tu dezoù pellañ, n’eo ket
gwir a soñj din, ne gustumont ket gwelet tud ken
disheñvel dioute, sed aze tout. Ha gwir eo, penaos bevañ
hep ur bannac’h gwin ruz d’ar Sul a lârfe ma c’haredig.
Setu eñ o vriata an eil, o sterdañ dorn egile, o prezantiñ
165
an Afghaned d’ar Vretoned. Plijadur a ra din gwelet se.
Evel-just emañ Bernadette Le Doze o kemer fotoioù evit
ministrerezh an Diabarzh. Ma vefe eus ar milisoù
c’hoazh, e vefemp kroazstag war-bouez hon divvrec’h,
mouchet hon daoulagad da c’hortoz hor boled
diwezhañ.
Budog ar vran en deus displeget e zivaskell evit reiñ
goudor d’an divroidi. Emichañs o do amzer ar poloked
d’ober o c’hreskadenn, da gaout o faperioù hag un tamm
labour. Tud a galon, onest a soñj din. Evel-just zo
palforserien ha muntrerien e-touesk an estrañjourien.
Mes emaint etre krabanoù ar melestradur. Perak putin
c’hast e vefent dañjerusoc’h evit torfedourien ganet ha
maget amañ er vro, difennet gant an emsavadurioù,
hañ ? Me ’blijfe din soñjal e vo tout an dud digor o
spered un deiz bennak, kap da intentiñ emaomp-holl
kelligoù eus ar memes korf ha nompas kelligoù gwenn o
stourm mort a-eneb krign-bev ar c’helligoù rouz. Piv en
dije lâret vefe aloubet Ukrainia gant ar Rusianed (1)?
Piv en dije lâret ez afe Trump ha Bolsonaro e-barzh ?
Piv en dije lâret e vefe daougementet priz an energiezh
e-korf c’hwec’h miz ? Piv en dije lâret e vefe aloubet
aodoù Breizh gant milionoù a vorgizhier ? Den. Ur fin
zo da bep tra, d’ar maleur ivez. Yec’hed mat dit,
Sarwar ! A-benn bloaz vo da c’hoar amañ-giz-amañ ha
pa zlefen mont da gerc’hat anezhi war gein un azen.(2)
Gant ma ne vo ket debret an azen gant Budog araok fin
ar veaj.

166
SARWAR

A-hent-all ez in war gein ar Bouraq, ar marc’h gwenn


askellek en doa douget Mohammed hag Abraham, penn
ur vaouez outañ ha lost ur paun.
Biken jamez ne vo debret hunvreoù Mab-Den gant ar
relijion.
(1) Levezon ar szg russian ? Me ‘m eus bet klevet atav
«ar Rused» evit soudarded arme Vlassov, ha goude
c’hoazh er bloavezhioù 1950.
(2) al buraq a c’hello bezañ implijet ?

167

You might also like